An Arvar

Auguste Brizeux

Troet diwar ar galleg gant Françoise Lermen

 

Alïes, skoelf ma lagad ha stouet ma fenn,
War ma hent e welan an Arvar o kantren,
Boud hedro ha spontik hag a gemm dibaouez
Stumm e wiskamantoù, neuz e zremm, ton e vouezh.

Un deiz, kozhiad dichek, tarvoal, kleuz e lagad,
Roudoù an dic'hoanag war e vizaj diwad,
Brall-divrall ha jilgamm gant ur sell aspedus,
E ruze davedon 'vel ur c'hork truezus
Hag a hirvoud a-bell war e holl vizerioù,
'N ur hejal e druilhoù 'vit diskouez  e c'horioù.
Sed hep mezh na morc'hed ar c'hripon a lede
Dirakon pep gouli e gorf hag e ene :
Ganet hep pal ebet, tonket d'an dizesper,
Kresket er baourentez ha bepred gouzañver,
E yaouankiz kollet hag ouzh nebeut bleunioù,
Drein e-leizh ha goude c'hwervoni ha poanioù.
Emgannoù diziwezh ur galon divrannet,
Ar poell o c'hourc'hemenn d'an ene fourgaset ;
Hag ar mad hag an droug, gerioù kozh ha dison,
Bepred war hor seulioù evel daou ward-prizon.
Ha pa souzen a-dreñv spontet gant seurt ambren,
E kemere an tec'h gant ur mell c'hoarzhadenn ;
Ha me, evel un dall harpet ouzh ar voger,
A glaske a-dastorn ma hent en teñvalder.

Stipet evel da sul, ur wech all, ha kempenn,
E korf un den kozh kran gant ur pennad blev gwenn,
Serzh ha sonn en e sav ha glazik c'hoazh d'e oad,
E kerzhe koulskoude evezhiek ha goustad.
War zistro eus un hir a veaj emezañ,
Eus broioù ma oa bet e lestr o penseañ ;
Gwelet gantañ lezioù, kêrioù ha gouelec'hioù,
Pobladoù disheñvel dindan bep seurt heolioù,
Degouezhioù mat ha fall gant o amprou digar,
Ez errue erfin, tristik met hep glac'har,
O kemmeskañ ar mad hag an droug war hanter,
Ouzhimp-ni tud varvel leun a zamant tener,
Poaniet gant hor gwanded met bepred o c'houlenn
Truez 'vit hor mankoù ha morse pinijenn.
E vouezh a sone flour met kement tra a rae
A ziguzhe an tan e gor en e askre ;
Karer ar wirionez, godiser ha den reizh,
E tistroe e benn diouzh tud re greñv o feiz ;
Alïes e c'hoarzhe gant daeroù war e voc'h,
Hag en ur grozal deoc'h e rae e vab diouzhoc'h.