Ar Rozennig trist

Wilhelm Busch

troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

 

N'oa ket laouen ar rozennig,
War bord ar prenestr en ur pod
Hag e taole selloù tristik
War ar bleunioù gouez dichipot.
Ar bleunioù a lâre uhel:
»Na pegen kaer eo ar frankiz
Pegen dudius gant an avel
Korolliñ en ur evañ glizh.
Bezañ flouret ha moumounet
Gant balafened livet-splann,
Hag a bep tu bezañ gronnet
Gant laboused boemus o c'han.
Dit e tougomp enor ha bri,
Hañv burzhudus, leun a vuhez,
Hag ouzhit rozenn er pod-pri
'Drek ar prenestr hon eus truez.«
Neuze e tegouezhas er vro
Ar goañv kalet hag e reuzioù.
An erc'h a gouezhas tro-war-dro
Hag a lazhas an holl vleunioù.
Ur plac'h a glevas ar skouflad,
Hag a serras ar prenestr kloz.
Bremañ ez an d'az tiwall mat,
D'az koudoriñ, rozennig roz.


Copyright©2016 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh
www.dikhadak.eu