Ar c'hi

Grazia Deledda

Troet diwar an italianeg gant Françoise Lermen

In memoriam: Morus vom Chrysopras (1986)

E levenez ar beure, hirie war ribl ar mor, on degouezhet gant ur c’hi. Tri  c’houer a oa azezet war an traezh, gante en o c’hichen un disglavier serret, ar paneroù hag ar boteier a ra d'an hent bezañ skuizhus.

Ar c’hi a oa sioul en e sav a-dal dezhe, e bavioù en dour, oc’h arvestiñ evel ur prizoniad etre barrennoù e vinwask ouzh ec’honder ar mor. En ur dremen diarc’hen me ivez en dour, e sellis outañ, rak muioc'h e plij din plantañ ma selloù e daoulagad al loened eget e re an dud hag a gont gevier.

Ar c’hi bras a sellas ouzhin ivez. Glasgwer ha dous e oa e zaoulagad en e benn yaouank ha feal. E gein gris a oa marellet a dakadoù gell evel ur gartenn douaroniezh.

Kompren a reas diouzhtu war be du e oa troet ma spered: war an tu mat, rak brav oa an amzer ha sioul ar mor. Ha setu ma teuas d'am heul.

A-drek din e kleven trouz e bazioù en dour, heñvel ouzh pazioù ur bugel. Ma fakañ a reas hag evit reiñ din da c’houzout e oa em c’hichen e frotas e fri ouzhin evel da c'houlenn an aotre da vont ganin.

Treiñ a ris war-du ennañ evit flourañ e benn voulouzennek hag a-greiz-holl e santis em boa erfin, me ivez, ur mignon er bed-mañ.

Ar c’hi, diouzh e du, a seblante bezañ plijet gant un dra bennak nevez.  Hag eñ, ken pounner betek-henn, a zeuas da vezañ skañv hag a redas dirazon, hogozik en ur zañsal en dour, e bavioù naet o tifretañ en ur goumoulennad strinkadennoù lugernus. Gwech ha gwech e chome a-sav d'am gortoz hag e troe e selloù war-du ennon evit gwelet ha plijet e oan gantañ.

Evurus e oa e zaoulagad evel ma oa ivez ma re, war a gredan. Disoñjet hor boa hon-daou meur a dra.

Hag ambrouget e oamp er valeadenn vrav-se gant ar mor, ankounac’haet gantañ ar barradoù kounnar a grog re alies ennañ, daoust ma ne c’hoarvez ket aliesoc’h gantañ eget ganimp-ni mont e fulor. Ar gwagennoù a c’hoarie gant hon treid ha skeudenn an heol e melezour gleb ar ribl a gerzhe dirazomp, mennet da chom araozomp ha da virout ouzhimp da sellet outi.

Neuze e tremenas daou baotr yaouank mentet-bras, krog e pep a gazel d'ur veleganez vihan damzouget gante evel un anforenn. Goude, den ebet ken.

Derc'hel a rejomp evel-se gant hon hent betek ul lec'h diamen, anezhañ ur vered kregin: kregin marv strewet evel eskern war un dachenn emgann.

Seblantout a ra d'an den bezañ amañ e penn pellañ ar bed, en ul lec'h na zeu hini ebet, ma n'eus nemet roudoù al laboused o steuiñ dantelezennoù hir ha troidellek war an tevenn gwenn. Amañ ne zeu den ebet ha koulskoude e sav aon da gejañ gant unan bennak; ret eo distreiñ d’ul lec’h leun a dud, ma rank an eil re en em ziwall diouzh droukrañs ar re all.

Ar c'hi, avat, a ya war-raok evitañ e-unan, en em deurel a ra war an douar, torc'hwenial en traezh, c'hoari gant ur brankig, damsevel gant e gof noazh o skrijañ hag e bavioù gwintet d'al laez evel o klask briata an oabl.

Seblantout a ra din en deus ma disoñjet hag e fell dezhañ chom e-unan-kaer gant e levenez diroll. Ur wech c’hoazh em boa lezet ma faltazi da c’hoari en ur soñjal e oa a-unan ganin.

Distreiñ a ran eta ma-unan-penn, met goude un nebeud kammedoù e klevan trouz e bevarlamm en dour. Al loen a zeu betek ennon ha neuze dirazon, treiñ a ra ha sellet ouzhin hep chom a-sav. Biskoazh n’em eus gwelet ur sell ken aspedus. - Arabat ma dilezel - a lavar ar sell-se - mar karez e teuin ganit, pe kentoc’h e kerzhin dirazout evit plaenaat dit an hent hag erruout araozout  'lec’h ac'h eus da vont.

Ar c'hi-mañ eta a zo din, ma n'eo ket d'ar gouerien ez eo a-dra-sur ma hini: e gemer ganin a fell din. Evezhiañ a raio ma liorzh hag en eurvezhioù digenvez e chomimp azezet hon-daou e disheol ur wezenn, evurus gant hor mignoniezh. Hag e lakat a rin ivez da evezhiañ an ti.

Evel-se e soñjan, rak eus seurt kontoùigoù, evel bleunioù kaer o tiwanañ eus o had,  e tiwan hor mennadoù brokus.

Ar c'hi a oa bremañ o kerzhout em c'hichen, troad-ouzh-troad ganin. Gwech an amzer e chome a-sav evit c'hwesha ar bezhin en ur hejañ e zivskouarn. Hep mar ebet e oa o klask un dra bennak dre ma tiskennemp en-dro. Pa flouren e benn avat e save e zaoulagad hag e promete din fealded.

Ur wech erru e-lec’h ma oa ar gouerien e chomas a sav, difiñv, e bavioù en dour, e zaoulagad o sellet ouzh ar mor etre barrennoù e vinwask. Heñvel e oa ouzh ur prizoniad distroet d’an toull-bac’h goude un dec’hadenn verr.

- Ho hini eo? a c’houlennis ouzh ar gouerien.

- N'eo ket, itron, soñjal a rae dimp e oa ho hini-c'hwi. Diouzh e welet, en deus kollet e vestr.

Ha kaer am boe klask e zedennañ, ne asantas ket mont d’am heul rak bremañ ne oa ket ken anv a c’hoari. Eno en doa kollet e vestr hag eno e chomas d’e c’hortoz. Na pegement ec'h eus desket din, te ki bras da zaoulagad glasgwer hag a oar kontañ gevier kenkoulz ha re an dud!

Desket ec'h eus din, e-touez traoù all, e vez ret dimp chom a-sav e-lec’h ma’z omp bet dihenchet ha c’hoari, hepmuiken, gant an touelladennoù a dremen, da c’hortoz distro hor mestr nemetañ, hor c’houstiañs.


Copyright© 1998-2011 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh.
www.dikhadak.eu