Ar c'horf hag an ene

Heinrich Heine

Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

 

An ene paour d'ar c'horf a lavare:
Da ziskregiñ diouzhit n'on ket dare.
Me 'venn chom ganit, ha ganit sankañ
Er marv, en noz, en em ziverkañ!
A-holl-viskoazh ez out bet ma eil Me;
Karantezus, te dalc'hmat am gronne
'Vel ur gwiskamant pompus e satin,
Doublet a feur erminig flour ha fin.
Met allas din! En noazh e vin kentizh
Hep korf ebet, diwisk ha difetis,
Aet d'un Netra wenvidik o kantren,
Du-hont e-krec'h, e bro ar Sklêrijenn;
Ha dre rakkambroù yen ar Baradoz,
Ma puilh digomz eneoù peurbad kozh,
O c'henaouegiñ sonn, en ur lakat
Unton o solioù plom da storlokat.
Spontusat tra! M'az ped n'am dilez ket.
Ac'h! chom ganin, te ma c'horf ken karet!

Ar c'horf d'an ene paour a lavare:
Tap nerzh en-dro, bez seder adarre!
Habask ha sioul e rankomp holl gouzañv
Ar blanedenn laket dimp er bed-mañ.
Mouchenn al lamp on-me hag e rankan
Bezañ devet; met te, spered an tan,
'Vo dilennet da luc'hañ birvidik
'Kreiz ar stergann, aet d'ur steredennig
Skedus ha glan. Me n'on nemet lastez,
Kozh danvez hepken, o pulluc'hañ glez
'Vel un tamm tont brein, hag e vin diouzhtu
'Pezh e oan ur wech: poultrenn ha ludu.
Kenavo dit 'ta, dalc'h da grog bepred!
Marteze du-hont, e Sal ar Stered,
E kavi  prestik un tamm plijadur.
Ha ma tegouezh dit gwelet Karr Arzhur
Gant ar Seizh Ejen (ket gant ar Seizh Breur)
Meur a vil salud d'ar Steredeg veur.

Notenn: Adaozet, kentoc'h eget troet, eo bet dibenn ar varzhoneg, rak anat eo, n'eo ket gant Heinrich Heine e oa bet meneget ar Seizh Breur. An hini na oa ket dellezek eus "meur a vil salud" eus e berzh oa  ar sonaozour Jakob (emanvet Giacomo) Meyerbeer, skrivet gantañ "Meyer-Bär" evit ober ur c'hoari-gerioù gant an anv "Großer Bär" (er skrid orin "den großen Bären" e tro-damall) hag a dalvez kement ha "Karr Kamm Bras", pe "Karr Arzhur", pe c'hoazh "ar Seizh Ejen". Peadra d'ober ur c'hoari-gerioù all da lakat e-lec'h an hini aet da goll dre an droidigezh. 


Copyright© 2010-2011 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh.
www.dikhadak.eu