Ar chaseour Gracchus

Franz Kafka

Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

 

Daou baotrig oa o c'hoari diñsoù azezet war vur ar c'hae. Un den oa o lenn ur gazetenn war derezioù ur savadur-eñvor, e skeud un haroz gant ur sabrenn gwintet er vann. Ur plac'h, e-tal ar feunteunn, oa o kargañ dour en ur penton. Ur marc'hadour frouezh, astennet e-kichen e varc'hadourezh, a bare e selloù er pellder war-du al lenn. E don un davarn e spurmanted, dre toulloù goullo an nor hag ar prenestr, daou waz oc'h evañ gwin. An ostiz, azezet ouzh un daol e penn a-raok ar sal, a oa o vorediñ. Ur vag, hag a seblante plavañ a-us d'an dour, a risklas sioul e-barzh ar porzh bihan. Un den gwisket gant ur flotandenn c'hlas a ziskennas war an douar hag a sachas ar funioù dre ar ruilhennoù. War-lerc'h paotr ar vag, e teuas daou zen all, paket e mantilli teñval gant nozelennoù arc'hant; dougen a raent ur c'hravazh ma oa gourvezet warnañ un den goloet gant ur chal bras e seiz bleuniek, bevennet gant pempilhoù.

Den ebet war ar c'hae ne daolas pled ouzh an dud nevez-erruet, zoken pa voe laket gante ar c'hravazh war an douar da c'hortoz ar bageer da echuiñ e labour en-dro d'ar funioù; den ebet ne zeuas davete, den ebet ne reas ur goulenn, den ebet ne sellas tostoc'h oute. Ar bageer a voe dalc'het ur pennadig c'hoazh gant ur vaouez difoupet war ar pont, ur bugel ganti war he bronn ha dispak he blev. A-benn ar fin ez erruas  hag e tiskouezas un ti arvelen a zaou estaj, savet eeun ha sonn war an tu kleiz, tost d'an dour. An dougerien a zibradas o samm hag a dremenas gantañ dindan bolz an nor-borzh, ur volz izel met diazezet war bileroù mistr. Ur paotr bihan a zigoras ur prenestr; amzer ul luc'hedenn e welas ar strollad o steuziañ en ti ha gant hast e serras adarre ar prenestr. Serret e voe ivez an nor-borzh graet gant plankennoù koad-derv du, juntet gant kalz a aked. Un torkad dubeed, bet o nijal betek-henn en-dro d'ar c'hloc'hdi, a ziskennas a-dal d'an ti. Evel pa vije miret o boued e-barzh an ti, en em dolpas an dubeed dirak an nor-borzh. Nijal a reas unan anezhe betek an estaj kentañ hag e pigosas gwerenn ur prenestr. Evned liv sklaer a oa anezhe, maget-mat ha bev-buhezek. Gant ur jestr ledan e strinkas ar vaouez greun dezhe eus ar vag; hag int da c'hreunata ha da nijal goude war-du ar vaouez.

Un den o tougen war e benn un tog foñs-uhel gant ul lietenn-gañv a ziskennas gant unan eus ar banelloù strizh ha serzh a gas d'ar porzh. Sellet-disellet a rae tro-dro, nec'het e oa gant pep tra hag ar gwel eus ur bern lastez en ur c'horn a reas dezhañ kammañ e c'henoù. War derezioù ar savadur-eñvor e oa pluskennoù frouezh; o skubañ a reas gant e benn-bazh en ur dremen. Erruet dirak dor an ti e skoas outañ en ur dennañ e dog foñs-uhel gant e zorn kleiz paket en ur vaneg du. Kerkent e tigoras an nor hag un hanter-kant bennak a baotredigoù, dasparzhet e div regennad a-hed an trepas hir, a reas ur stouadenn.

Ar bageer a ziskennas gant an diri, a saludas an aotrou hag a gasas anezhañ d'al laez. En estaj kentañ e reas gantañ tro ar porzh diabarzh gronnet a logelloù mistr savet gant dafar skañv, ha tra m'en em vounte ar baotredigoù war o lerc'h en ur chom, dre zoujañs, pell a-walc'h dioute, ez ejont o-daou en ur sal vras ha yen e tu a-dreñv an ti, lec'h na oa mui ti all ebet da welet met ur voger roc'hellek noazh gris-du. An dougerien a oa a-zevri o plantañ hag oc'h enaouiñ goulaouennoù-koar hir ouzh penn ar c'hravazh, met ne zeue gouloù ebet dioute, ne raent nemet direnkañ ar skeudoù, chomet difiñv betek neuze, hag o lakat da zaskrenañ war ar mogerioù. Tennet e oa bet ar c'holoenn diwar ar c'hravazh. Warnañ e oa gourvezet un den gant blev ha barv foutouilhek kresket mesk-ha-mesk; rouzet e oa e groc'hen ha heñvel a-walc'h e oa ouzh ur chaseour. Gourvezet e oa difiñv, ne alane ket evit doare ha kloz e oa e zaoulagad; met daoust da se ne oa nemet e endro hag a roe da grediñ e oa marteze un den marv.

An aotrou a dostaas ouzh ar c'hravazh, a lakas e zorn war dal an den gourvezet warnañ, a yeas war bennoù e zaoulin hag a bedas. Sin a reas ar bageer d'an dougerien da guitaat ar gambr, hag int neuze da vont er-maez en ur zichoual ar baotredigoù tolpet en diavaez, ha da serriñ an nor. Ar sioulder-se, evit doare, ne oa ket trawalc'h c'hoazh d'an aotrou rak teurel a reas ur sell war-du ar bageer; hemañ a gomprenas hag a yeas dre un nor gostez er gambr 'kichen. Kerkent e tigoras an den war ar c'havazh e zaoulagad, ha gant ur mousc'hoarzh c'hwerv e troas e benn war-du an aotrou hag e c'houlennas: »Piv out-te?« - An aotrou, bepred daoulinet, a yeas en e sav hep tamm souezh ebet hag a respontas: »Maer Riva on.«

Un hej d'e benn a reas an den war ar c'hravazh en ur ziskouez ur gador gant e vrec'h astennet laosk, ha pa oa aet ar maer en e goazez e lavaras: »Hen gouzout a raen, Aotrou Maer, met er momed kentañ e tisoñjan atav pep tra, treiñ a ra ma fenn ha gwelloc'h eo din goulenn, goude ma ouzon pep tra. Ha c'hwi a oar sur a-walc'h ez on-me ar chaseour Gracchus.«

»Evel-just«, eme ar maer. »Degemennet eo bet din en noz tremen e oac'h o tont. Kousket e oamp abaoe ur pennad mat. Neuze, war-dro hanternoz, e huchas ma gwreg: »Salvatore«, - hemañ eo ma anv - »sell 'ta an dube er prenestr! Un dube e oa, e gwirionez, met ken bras hag ur c'hilhog. Nijal a reas betek ma skouarn hag e lavaras: »Warc'hoazh e teuio Gracchus, ar chaseour marv, ro degemer dezhañ en anv ar gêriad.«

Un hej a reas ar chaseour d'e benn en ur silañ beg e deod etre e vuzelloù: »Ya, nijal a ra an dubeed em raok. Met krediñ a ra deoc'h, Aotrou Maer, e tlean chom e Riva?

»N'on ket c'hoazh evit hen lavaret«, a respontas ar maer. »Marv oc'h?«

»Ya«, eme ar chaseour, »evel ma welit. - Un deiz, meur a vloaz zo, hag un niver bras-spontus a vloavezhioù zo sur-mat tremenet abaoe an deiz-se, e kouezhis diwar ur roc'h er Goadeg Du - e bro Alamagn emañ ar Goadeg Du - pa oan o redek war-lerc'h ur c'havr-venez. Marv on abaoe an deiz-se.«

»Met bev oc'h ivez«, eme ar maer.

»En un doare«, eme ar chaseour, »en un doare ez on c'hoazh bev. C'hwitet he deus ar vag-kañv da loc'hañ; ar rod-stur troet war an tu fall, ar blenier dievezh, diheñchet marteze gant kaerder marzhus ma bro? N'ouzon ket petra zo c'hoarvezet, gouzout a ran hepken ez on chomet war an douar hag abaoe emañ ma bag o kantreal war an dourioù douarel. Ha setu ma rankan - me ha n'em boa ken c'hoant nemet da vevañ em menezioù - beajiñ goude ma marv dre holl vroioù ar bed.«

»Ha n'ho peus perzh ebet er bed all?« a c'houlennas ar maer en ur grizañ e dal.

»Emaon bepred«, a respontas ar chaseour, »war ar skalier bras a gas du-hont. War ar skalier divent-se e vezan o straniñ, gwech en nec'h, gwech en traoñ, gwech en tu dehou, gwech en tu kleiz, dalc'hmat o vont hag o tont, o sevel hag o tiskenn. Ar chaseour zo deut da vezañ balafenn. Arabat deoc'h c'hoarzhin.«

»Ne c'hoarzhan ket«, a enebas ar maer.

»Diskouez a rit furnez«, eme ar chaseour. »Dalc'hmat e vezan o veskañ. Met pa gemeran da vat ma lañs ha pa welan dija an nor o lugerniñ e-krec'h, e tihunan war ma c'hozh bag chomet sac'het 'n tu bennak en dourioù douarel. Ar pennkaoz eus c'hwitadenn ma marv a skrign tro-dro din em logig. Julia, gwreg ar bageer, a sko ouzh an nor hag a zegas betek ma c'hravazh evaj-beure ar vro m'emaomp d'an ampoent o hedañ he aochoù. Gourvezet on war ur c'hravazh-prenn, paket on - n'on ket brav da welet - en ul liñsel lous, ma blev ha ma barv, louet ha du, zo mesket en ur greouichennad dizirouestlus, goloet eo ma divhar gant ur chal-maouez bras e seiz bleuniek, bevennet gant pempilhoù hir. E penn ma c'hravazh ez eus ur c'houlaouenn-goar hag a ro sklêrijenn din. Ouzh ar voger, a-dal din, ez eus un daolenn vihan hag a ziskouez, diouzh feson, ur Boschiman hag a vuk ur goaf war-du ennon en ur chom kuzh, gwellañ ma c'hall, a-drek ur skoed livet en un doare dispar. War al listri e vez gwelet meur a skeudenn droch, met homañ zo unan eus ar re zrochañ. Goullo a-grenn eo ma c'haoued-prenn, a-hend-all. Dre ul lomber er speurenn gostez e teu aer domm an noz kreizdouarel, ha klevet a ran an dour o skeiñ ouzh ar vag kozh.

Gourvezet on amañ abaoe an deiz ma oan, me ar chaseour Gracchus bev c'hoazh, o redek war-lerc'h ur c'havr-venez du-mañ er Goadeg Du, ha ma kouezhis en traoñ. Pep tra a c'hoarvezas hervez an urzh vat. War-lerc'h ur c'havr-venez e oan, kouezhañ a ris hag e kollis ma gwad e strad ur ganienn; marv e oan ha dleout a rae ar vag-mañ ma c'has d'ar bed all. Soñj am eus c'hoazh pegen laouen e oan p'en em astennis evit ar wech kentañ war ar c'hravazh. Biskoazh ar menezioù n'o doa klevet diganin ur ganaouenn evel an hini o deus klevet ar peder speurenn-mañ, beuzet c'hoazh en deñvalijenn d'ar mare-se.

Plijout a rae din bevañ ha laouen on bet o vervel, evurus e oan pa stlapis diouzhin, kent mont war vourzh ar vag, ar c'hozh rikoù-chase, ar sac'h hag ar fuzuilh am boa douget gant kement a lorc'h ha p'en em silis em liñsel-gañv evel ur plac'h yaouank en he sae-eured. Amañ e oan em gourvez o c'hortoz. Neuze e c'hoarvezas ar gwalleur.«

»Kriz eo ho planedenn«, eme ar maer en ur sevel e zorn evel d'en em wareziñ. »Ha c'hwi n'oc'h kiriek da netra?«

»Da netra«, eme ar chaseour. »Chaseour e oan, daoust hag un torfed eo? Roet e oa bet din ar garg a chaseour er Goadeg Du, 'lec'h ma oa c'hoazh bleizi d'ar c'houlz-se. Gedal, tennañ, tizhout, digroc'henañ a raen, hag un torfed eo? Benniget e veze ma labour. »Chaseour meur ar Goadeg Du« a veze graet diouzhin. Hag un torfed eo?

»N'eo ket din d'hen lavaret«, eme ar maer, »koulskoude, ne welan-me netra direizh e kement-se. Met piv zo kiriek?

»Ar bageer«, eme ar chaseour. »Den ebet ne lenno ar pezh a skrivan amañ, den ebet ne zeuio d'am sikour; ma vije kemennet dont d'am sikour, neuze e chomfe prennet an holl zorioù war an holl diez, e chomfe kloz an holl brenestroù, hag an holl a chomfe en o gweleoù, o fallennoù tennet war o fennoù; ar bed a-bezh troet en un herberc'h-noz. Gant gwir abeg, rak den ebet ne oar diouzhin, ha mar goufe unan bennak, ne oufe ket pelec'h emaon; neuze ne c'hallfe ket ma derc'hel eno ha ne vefe ket evit reiñ sikour din. Ar c'hoant da zont d'am sikour zo ur c'hleñved hag a ranker pareañ en ur gwele.

Hen gouzout a ran ha setu ne huchan ket evit goulenn sikour, zoken er mareoù - buanek evel ma'z on, da skouer bremañ end-eeun - ma vez dalc'het ma spered gant ar soñj-se. Met trawalc'h eo din, evit argas seurt soñjoù, sellet en-dro din ha kounaat e pelec'h en em gavan hag e pelec'h - hen lavaret a c'hallan hardizh - emaon o chom abaoe kantvadoù.

»Dreistordinal«, eme ar maer, »dreistordinal. - Ha soñj zo ganeoc'h chom amañ e Riva?«

»N'eus soñj ebet ganin«, eme ar chaseour en ur lakat e zorn war glin ar maer evit kempouezañ e gomzoù goapaüs. Amañ emaon, n'ouzon netra muioc'h, n'on ket evit ober muioc'h. Distur eo ma bag, mont a ra war-raok bountet gant an avel a c'hwezh e stradoù donañ Bed an Anaon.