Galv Cthulhu

Howard Phillips Lovecraft

Troet diwar ar saozneg gant Françoise Lermen

 

Eus ken bras galloudoù pe boudoù e tle sur-mat bezañ chomet aspadennoù bev... aspadennoù bev eus amzerioù kozh-meurbet... eus henamzerioù ma oa ur meni emskiant o tont war wel, marteze dindan stummoù ha neuzioù aet da get pell a-raok ma vije deut morad an denelezh da c'holeiñ an douar... stummoù na chom anezhe nemet eñvorioù bet paket diwar-nij e barzhonegoù ha mojennoù, hag anavezet evel doueoù, euzhviled, bodoù mojennel a bep seurt hag a bep doare...

Algernon Blackwood

Roll ar pennadoù

I. An euzhadenn e pri  

II. Danevell an enseller Legrasse  

III. Ar follentez eus ar mor  





I. An euzhadenn e pri 

Trugarezusañ tra a zo er bed eo, d'am meno, divarregezh spered mab-den da genstrollañ an holl ditouroù sanailhet ennañ. Bevañ a reomp en un enezenn sioul a ziouiziegezh e-touez morioù du an didermen, ha ne oa ket tonket dimp ober beajoù hir. Ar skiantoù, pep hini o vont war-raok diouzh he zu, n'o deus ket graet dimp kalz a zroug betek-henn, met un deiz, pa vo gwriet asambles holl elfennoù ur ouiziegezh dizunvan, e teuio war wel skeudennoù ken braouac'hus eus ar gwirvoud hag eus ar perzh skrijus a gemeromp ennañ ma troimp da sod dirak seurt gweledigezhioù, pe marteze e tec'himp kuit diouzh ar sklêrijenn evit klask peoc'h ha goudor en un oadvezh teñval nevez.

An deozofourien o deus damveizet meurded estlammus ar c'helc'hiad kosmek ma kav hor bed ha gouenn mab-den o flas ennañ evel degouezhadennoù berrbad hepken. Meneget o deus aspadennoù bev, gant gerioù hag a lakafe hor gwad da sklasañ ma ne vefe ket warne liv ur gwellwelerezh kuñv. N'eo ket gante, avat, em eus bet un damwel eus an eonoù berzet, un damwel hag am laka da skrijañ pa soñjan ennañ ha da bennfolliñ pa hunvrean ennañ. Evel an holl weledigezhioù spontus eus ar wirionez, e tiwanas an damwel-se eus ur c'hengej c'hoarvezet dre zegouezh etre traoù distag-mat - amañ, diouzh un tu, ur pennad troc'het diwar ur gazetenn gozh ha diouzh an tu all notennoù ur c'helenner aet da anaon. Spi am eus ne raio den all ebet ul liamm etre an daou dra-se; ha ma choman e buhez, ne zegasin morse a-ratozh-kaer un ailhedenn nevez en ur chadenn ken euzhus. D'am soñj e oa mennet ar c'helenner da devel war ar pezh a ouie ha distrujet en dije e notennoù ma ne vije ket bet skoet ken trumm gant ar marv.

Dont a ris da c'houzout kement-se er Goañv 1926-27, goude marv ma goureontr, George Gammell Angell, kelenner emerit war ar yezhoù semitek e skol-veur Brown, Providence, Rhode Island. Anavezet-mat e oa ar c'helenner Angell evel ur mailh war an henskridoniezh ha meur a wech e oa bet pedet gant renerien mirdioù bras da reiñ kuzul dezhe; setu perak, pa dremenas d'an oad a 92 vloaz, e viras kalz a dud an eñvor eus e varv. Ha seul vuioc'h e voe dedennet evezh an dud a dro-war-dro ma ne ouie den diwar betra e oa marvet. Skoet e oa bet gant ar marv pa oa o tistreiñ eus lestr Newport; hervez ma lavare an testoù, e oa kouezhet trumm goude bezañ bet bountet gant ur morian, tres ur martolod warnañ, difluket eus unan eus ar porzhioù-tiez iskis ha teñval a zo eno ouzh tor an dosenn hag a c'haller treuziñ evit troc'hañ berr pa vezer o vont eus ar c'haeoù da Williams Street, 'lec'h ma oa an hini marv o chom. Ne voe kavet netra direizh gant ar vezeien, met goude ur gaozeadenn luziet etreze, e voent a-unan evit lakaat marv ar c'helenner war gont ur gouli deut dezhañ en e galon diwar ar strivoù, re start evit un den kozh, graet gantañ evit pignat gant an dosenn. D'ar c'houlz-se ne welis abeg ebet da ziskrediñ war ar setañs-se, met bremañ ez on techet da vagañ disfiz - hag un tamm mat zoken.

Evel susitour ha sevener testamant ma goureontr, anezhañ un intañv divugel, e oan sañset sellet a-dost ouzh e baperioù, ha setu ma kasis e holl deulioù ha kasedoù ganin da Voston, lec'h ma oan o chom. Kalz eus ar skridoù strollet ganin a vo embannet diwezhatoc'h gant Kevredad Amerikan an Arkeologourien, met kavout a ris ivez ur c'hasedig kevrinus-meurbet, ha na oan ket troet da lakaat dirak daoulagad tud all. Morailhet e oa ha ne c'hallis kavout an alc'hwez nemet pa zeuas din ar soñj da sellet ouzh an doug-alc'hwezioù a veze bepred gant ar c'helenner en e c'hodell. Setu ma teuis a-benn d'hen digeriñ met seblantout a reas din neuze en em gavout dirak ur gloued kalz brasoc'h ha startoc'h da zibrennañ. Pe dalvoudegezh a oa gant an iskis a izelvos pri ha gant an holl draoù liesseurt a gavis: an notennoù luziet skrivet buan-buan, ar pennadoù kazetenn? Ha deut e oa ma eontr, en e vloavezhioù diwezhañ, da vezañ hegredik a-walc'h evit lonkañ flugez? Divizout a ris mont war glask an oristal a gizeller, kiriek, d'am meno, da vezañ strafuilhet spered un den kozh.

Stumm an izelvos a oa tamm pe damm hini ur skouergorneg, war-dro pemp meutad led, c'hwech meutad hed hag a-vec'h ur meutad tevder dezhañ; anat e oa warnañ e oa bet oberiet en amzer-vremañ. Met e dresadennoù, gant an aergelc'h hag ar santadurioù a lakaent da sevel, a oa pell-bras diouzh an arz kempred, rak daoust pegen liesek ha diroll e vez froudennoù ar gubourien hag an dazontelourien, ne vez ket kavet gwall alies en o oberennoù an ingalded rinek-se hag a chom kuzhet e skriturioù ragistorel. Hag ur skritur bennak a oa sur a-walc'h aroueziet gant an darn vuiañ eus an tresadennoù, daoust ma ne oan ket gouest, forzh pegen mat e anavezen paperioù ha dastumadoù ma eontr, da lakaat un anv warnañ, na zoken d'hen tostaat ouzh un henskritur all hag a c'hallje bezañ kar dezhañ. War ar hieroglifoù-se e oa ur skeudenn, dezhi un dalvoudegezh arouezel anat, eviti da vezañ bet treset en doare impresionist, pezh a vire ouzhin da gompren mat eus pe natur e oa. Un euzhvil e seblante bezañ, pe arouez un euzhvil, dezhañ ur stumm ha na c'halle bezañ bet ijinet nemet gant ur spered trevariet. Ma lavaran e welis war un dro, em faltazi diroll, ur morgazh, un aerouant ha skeudenn-lu un den, ne rin ket gaou ouzh spered an dra-se. Ur penn koeñvet, brec'hioù-morgazh outañ, plantet war ur c'horf droch ha skantek, gant tammoù askilli o tiflukañ dioutañ; met ar pep skrijusañ oa ar gwel hollek. En diabell, a-drek ar skeudenn, e tamweled savadurioù ramzel.

Ar skridoù kavet e-ser an iskizadenn-se, war bouez ur strobad pennadoù kazetenn, a oa bet savet nevez oa gant ar c'helenner Angell ha ne oant e nep doare skridoù lennegel. An hini a seblante bezañ an teul pouezusañ a oa anvet "AZEULEREZH CTHULHU" ha skrivet e oa e dalbenn gant lizherennoù treset sklaer, evit mirout ouzh ar ger dizanav-se da vezañ lennet a-dreuz. Rannet e oa an dornskrid e div lodenn; talbenn an hini gentañ oa: "1925 - Hunvre ha c'hwel an hunvre gant H. A. Wilcox, 7 Thomas St., Providence, R. I.", ha talbenn an eil "Danevell an enseller John R. Legrasse, 121 Bienville St., New Orleans, La., 1908 A. A. S. Mtg. - Notennoù war he divoud ha danevell ar c'helenner Webb." An dornskridoù all a oa anezhe notennoù berr; darn a rae anv eus hunvreoù iskis graet gant tud a bep rumm, darn all a oa arroudennoù tennet eus levrioù ha kelaouennoù teozofek (dreist-holl Atlantis ha Lemuria Gollet, gant W. Scott-Elliot) hag ar peurrest evezhiadennoù diwar-benn hirbadelezh kevredigezhioù hag azeulerezhioù kuzh gant daveoù da bennadoù tennet eus studiadennoù war ar vitologiezh hag an antropologiezh evel "Ar Brankig Alaouret" gant Frazer hag "Ar Sorserezh en Europa ar C'hornôg" gant an dimezell Murray. Ar pennadoù kazetenn a rae anv dreist-holl eus kleñvedoù spered, hag eus tud skoet a-stroll gant barradoù follentez pe ambren en Nevezamzer 1925.

An hanterenn gentañ eus an dornskrid pennañ a gont un istor iskis. D'ar 1añ a viz Meurzh 1925 e oa deut ur paotr yaouank treut, distrellet ha liv an trefu warnañ, da gavout ar c'helenner Angell gant an izelvos-pri hag a oa d'an ampoent gleb-dour ha fresk. War e gartenn e oa skrivet an anv Henry Anthony Wilcox, ha diouzhtu ez anavezas ma eontr mab yaouankañ ur familh eus ar re wellañ m'en doa un tamm anaoudegezh diouti; abaoe nebeut amzer e oa o studiañ arz ar c'hizellerezh e Skol an Arzoù Kaer e Rhode Island hag o vevañ e-unan e ti-lojañ Fleur-de-Lys, ur savadur nepell diouzh ar skol. Ur paotr yaouank abred e oa Wilcox, ijinet-kaer gouez d'an holl, met ivez un oristal a zen; abaoe e vugaleaj en doa sachet an evezh warnañ gant ar sorbiennoù hag an hunvreoù iskis a veze kustum da gontañ. Ober a rae anezhañ e-unan "ur spered dreistkizidik", met tud sirius ar gêr-genwerzh kozh a lavare didro e oa "ur paotr eveek". Peogwir n'en em veske ket kalz gant e genseurted, e oa bet ankouaet tamm-ha-tamm gant ar gevredigezh ha ne oa mui anavezet nemet gant un toullad kenedourien eus kêrioù all. Klub Arzoù-kaer Povidence zoken, ken chalet da zerc'hel bev e spered mirour, en doa kollet pep esper en e geñver.

E-skeud ar weladenn-se, bepred hervez dornskrid ar c'helenner, e c'houlennas trumm ar c'hizeller digant e ostiz ober implij eus e ouiziegezh war an arkeologiezh evit digejañ ar hieroglifoù war an izelvos. E zoare komz hunvreüs ha c'hwezhet a roe dezhañ un neuz orbidus hag a vouge pep santimant a vignoniezh en e geñver; ha reut a-walc'h e voe respont ma eontr, rak freskter dic'hortoz ar pri a rae soñjal e n'eus forzh petra nemet en arkeologiezh. Eilgeriadenn Wilcox yaouank, hag a reas ken bras efed war ma eontr ma talc'has soñj diouti ha m'he skrivas ger evit ger, a zouge merk ur faltazi varzhoniel ma oa bet sur a-walc'h intret e holl gomzoù ganti, hag a sellan bremañ evel ur perzh dibar dezhañ. Lavaret a reas: "Nevez eo, evel-just, rak graet eo bet ganin en noz tremen, e-kreiz un hunvre hag a ziskouezas din kêrioù sebezus; ha koshoc'h eo an hunvreoù eget Tir, ar gêr soñjus, eget ar Sfiñs arvestat, eget Babilon kelc'hiet gant he liorzhoù."

Neuze e stagas da gontañ un istor ken estlammus ma voe dihunet trumm memor ma eontr hag entanet e spered. Krenet en doa an douar un tammig en noz a-raok; ar c'hren-douar-se a oa bet an hini kreñvañ eus ar re c'hoarvezet e Bro-Saoz Nevez e-pad ar bloavezhioù diwezhañ, ha skoet don e oa bet spered Wilcox. Goude bezañ aet d'e wele e reas un hunvre, evel n'en doa graet biskoazh betek-henn: gwelet a reas kêrioù kiklopel savet gant tolzadoù mein ramzel ha peulvanoù gwintet d'an neñv, an holl anezhe goloet a lec'hid glas o tiverañ dioute, hag intret gant ur braouac'h kufunet. Hieroglifoù a c'holoe mogerioù ha pileroù, hag eus ul lec'h bennak en traoñ e save ur vouezh ha na oa ket ur vouezh met kentoc'h ur santad dispis ha na c'halle nemet gant kalz faltazi bezañ treuzfurmet en ur son; met klask a reas koulskoude hen resteurel gant ul luziatez lizherennoù ha na oa koulz lavaret den ebet gouest da zistagañ: "Cthulhu fhtagn".

Gant al luziatez-se e voe dichadennet an eñvorennoù a entanas hag a strafuilhas ar c'helenner Angell. Goulennata a reas ar c'hizeller en un doare resis ha skiantel; gant ur gred dreistmuzul e studias an izelvos ma oa en em gavet ar paotr yaouank o labourat warnañ, sklaset e gorf ha gwisket gant e zilhad-noz hepken, pa oa deut an dihun da blavañ warnañ ha d'e saouzaniñ. Ma eontr, evel ma lavaras Wilcox goude, a lakae e gozhni kiriek d'ar boan en doa bet oc'h anavezout ar hieroglifoù koulz hag ar skeudenn. Kalz eus e c'houlennoù a voe kavet amzere gant e weladenner, dreist-holl ar re a glaske liammañ ar paotr yaouank gant azeulerezhioù pe kevredigezhioù espar; ha dic'houest e voe Wikcox da gompren ar bromesa graet meur a wech gant ma eontr da chom mut war bep tra gant ma vije roet dezhañ an aotre da emezelañ en unan eus ar c'hevredadoù hud, pagan pe relijiel, stank a-walc'h d'an ampoent. Pa voe anat d'ar c'helenner Angell ne ouie ar c'hizeller netra eus un azeulerezh pe ur c'helennadur kuzh, e pedas start e weladenner d'ober dezhañ hiviziken ur rentañ-kont eus e hunvreoù. Ar mennozh-se a zougas frouezh rak goude-se, hervez an dornskrid, e teuas ar paotr yaouank bemdez da gontañ traoù sebezus gwelet gantañ en e hunvreoù-noz, bepred kreizennet en-dro d'ur savadur kiklopel e mein teñval dourasennek, gant ur vouezh pe ur spered dindanzouar o huchal ingal silabennoù kevrinus ha na c'hallent bezañ skrivet nemet en ur stumm trefoet. An daou son a zeue an aliesañ oa ar re restaolet gant al lizherennoù "Cthulhu" ha "R'lyeh".

D'an 23 a viz Meurzh, evel ma lavar an dornskrid, ne zeuas ket Wilcox d'an emgav; ha pa voe goulennet keloù dioutañ en ti-lojañ ma oa o chom ennañ, e voe respontet e oa bet skoet gant un doare terzhienn dizanav ha kaset da di e dud, da Waterman Street. Gant ar yudadennoù laosket gantañ e-pad an noz e oa bet dihunet kalz eus an arzourien all en ti, hag abaoe e oa o horellañ etre morvor hag ambren. Diouzhtu e pellgomzas ma eontr d'e familh ha diwar neuze e heulias a-dost red an darvoudoù hag e c'houlennas alies keloù digant ar mezeg karget d'ober war-dro an hini klañv, an Dr. Tobey o chom e Thayer Street. Evit doare e oa aloubet spered direnket ar paotr yaouank gant traoù iskis hag a lakae gwech ha gwech all an doktor da skrijañ pa gomze dioute. Ne adkonte ket hepken ar pezh en doa gwelet meur a wech en e hunvreoù, met komz a rae ivez eus ur boud ramzel "meur a viltir uhelder dezhañ" hag a oa o vale pe o tankeal. Morse ne reas un deskrivadur klok eus ar boud-se, met ar c'homzoù foll distaget gwech ha tro gantañ hag adlavaret gant an Dr Tobey, a roas d'ar c'helenner abeg da grediñ e komze eus an euzhvil hep anv en doa klasket taolenniñ er skeudenn graet gantañ en e hunvre. Ken lies gwech ma veze meneget ar boud-se, a ouzhpennas an doktor, e c'halled bezañ engortoz da welet ar paotr yaouank paket gant an derzhienn-gousk. Gwrez e gorf, tra iskis a-walc'h, ne dae ket nemeur en tu-hont d'ar muzul reizh; met ar stad ma oa enni a rae soñjal en un derzhienn wirion kentoc'h eget en ur c'hleñved spered.

D'an 2 a viz Ebrel, war-dro 3 eur goude kreisteiz, e steuzias trumm pep arouez eus kleñved Wilcox. Sevel a reas en e goazez war e wele, souezhet oc'h en em gavout er gêr, hep an disterañ eñvor eus ar pezh a oa c'hoarvezet en e hunvreoù pe en e vuhez wirion abaoe nozvezh an 22 a viz Meurzh. Disklêriet yac'h gant ar mezeg e tistroas d'e di-lojañ goude tri devezh, met diwar neuze ne voe ket mui evit reiñ skoazell d'ar c'helenner Angell. Ne chome roud ebet ken eus e hunvreoù sebezus ha goude bezañ klevet e-pad ur siznun danevelloù didalvez diwar-benn hunvreoù eus ar re voutinañ, e paouezas ma eontr gant e notennoù.

Amañ ez echue lodenn gentañ an dornskrid, met an arroudoù hag a venege notennoù chomet a-strew a roas din kalz a zanvez da brederiañ warnañ - kement a zanvez, e gwirionez, ma ne c'hallan displegañ an disfiz a zalc'hen da vagañ e-keñver an arzour nemet gant an diskred gwriziennet don ennon hag a heñche ma holl soñjoù. An notennoù-se a zeskrive an hunvreoù graet gant tud a bep seurt e-pad an amzer m'en doa bet Wilcox yaouank e weledigezhioù iskis. Ma eontr, war a seblant, a savas buan ur rouedad enklask ledan e-touez ar re eus e vignoned a c'halle ober goulennoù oute hep bezañ dizereat, hag o fediñ a reas da zanevelliñ dezhañ o hunvreoù-noz ha da lavaret pegoulz o doa bet, en amzerioù diwezhañ, gweledigezhioù dellezek da vezañ meneget. Ne voe ket demegeret e c'houlennoù en hevelep doare gant an holl; met d'an nebeutañ e tle bezañ resevet muioc'h a respontoù eget na c'halle un den ordinal merat hep sikour ur sekretour. N'en doa ket miret al lizhiri orin, met en e notennoù e rae un diverradenn resis ha talvoudus dioute. Tud a renk etre er gevredigezh hag er bed an aferioù - ar re anvet "holen an douar" e Bro-Saoz Nevez - o doa roet titouroù didalvoud a-grenn, daoust ma raent anv a-wechoù eus santadoù-noz, nec'hus met dispis, merzet amañ hag ahont, bepred etre an 23 a viz Meurzh hag an 2 a viz Ebrel - en amzer ma oa Wilcox yaouank e latar an ambren. Ar skiantourien n'o doa ket kontet kalz muioc'h, met e peder danevell e oa anv koulskoude eus gweledvaoù sebezus damspurmantet amzer ul luc'hedenn, hag unan zoken a rae meneg eus un dra bennak diordinal hag enkrezus.

Digant an arzourien hag ar varzhed e teuas ar respontoù talvoudekañ, ha gouzout mat a ran e vije kroget ar spont hag ar spouron enne ma vijent bet e-tailh da geñveriañ o notennoù. O vezañ ma vanke al lizhiri orin e oa deut din un tamm disfiz e-keñver ar goulennataer hag a c'hallje bezañ levezonet ar respontoù, pe bezañ dibabet, e-touez ar skridoù, ar re a roe ur brouenn eus ar pezh a oa-eñ mennet da welet. Setu perak e talc'hen da soñjal e c'halle Wilcox, hag a ouie un dra bennak diwar-benn  an titouroù kozh a oa e-kerz ma eontr, bezañ bourdet ar skiantour oadet. En o respontoù, e konte ar genedourien-se un istor strafuilhus. Kalz anezhe o doa hunvreet traoù iskis-meurbet etre an 28 a viz C'hwevrer hag an 2 a viz Ebrel, hag ur galloud divent o doa bet o hunvreoù warne e-pad an amzer ma oa bet dalc'het ar c'hizeller gant an ambren. Gant ouzhpenn ur c'hard eus ar re o doa kontet un dra bennak, e oa bet anv eus arvestoù hag hanter-sonioù damheñvel ouzh ar re deskrivet gant Wilcox; ha darn eus an hunvreerien a gomzas eus ar spont divent o doa santet dirak ar boud ramzel hep anv gwelet gante en diwezh. Unan eus an istorioù, displeget gant kalz a dro en notennoù, a oa trist-kenañ. Un tisavour brudet, dedennet gant an deozofiezh hag an amguzhouriezh, a gollas e skiant en deiz ma voe skoet Wilcox gant an ambren, ha mervel a reas a-benn un toullad mizioù, goude bezañ yudet hep diskrog evit bezañ saveteet diouzh ur c'hrouadur diskampet eus an ifern. M'en dije lakaet ma eontr un anv, e-lec'h un niverenn, war an istorioù kontet en e notennoù, em bije klasket prouennoù ha graet ma-unan un tamm enklask; evel-se, avat, ne adkavis nemet un niver bihan-tre eus an dud meneget gantañ. Met an holl anezhe a zisklêrias e oa gwir ar pezh a lavare an notennoù. Alies em eus bet c'hoant da c'houzout ha ken daoubennet e oa bet an holl dud goulennataet gant ma eontr ha ma oa bet ar re-mañ. Gwell e ve dezhe chom hep kaout morse displegadenn ebet.

Ar pennadoù kazetenn, evel m'am eus lavaret c'hoazh, a rae anv eus tud skoet gant barradoù follentez pe ambren hag eus traoù iskis c'hoarvezet en hevelep mare. Sur a-walc'h e oa bet skoazellet ar c'helenner Angell gant ur burev-kelaouiñ rak spontus e oa niver ar pennadoù, ha strewet e oa ar c'hazetennoù ma oant bet tennet dioute dre ar bed a-bezh. Unan a rae anv eus un emlazh e Londrez, ma oa lammet ur c'housker digenvez dre ur prenestr goude bezañ laosket ur griadenn skrijus. Unan all a gomze eus ul lizher hep penn na lost kaset da embanner ur gazetenn eus Su-Amerika gant un den margredik hag a rakwele, da heul ar gweledigezhioù en doa bet, un amzer-da-zont spouronus. Ur gemennadenn eus Kalifornia a zeskrive ur strollad teozofisted, gwisket holl gwitibunan gant saeoù gwenn, e-sell eus "sevenidigezh c'hlorius" un dra bennak ha na zeu morse, tra ma oa bet graet anv, diwar hanter-c'her, e pennadoù bihan o tont eus Bro-India, eus kabaduilhoù bras e-touez poblañs ar vro war-dro dibenn miz Meurzh. E Haiti e oa deut an abadennoù-orged vaodou da vezañ stankoc'h-stankañ, hag eus Afrika e teue brudoù enkrezus. Ofisourien amerikan en Inizi Filipinas en em gavas nec'het gant emzalc'h meuriadoù 'zo war-dro ar mare-se hag e New York e voe taget ur bagad poliserien gant Levantiz aet e breskenn en noz etre an 22 hag an 23 a viz Meurzh. E kornôg Iwerzhon ivez e veze skignet brudoù ha mojennoù sebezus hag ul livour faltazius anvet Ardois-Bonnot a ziskouezas un gweledva hunvreel disakr e Pariz, e Saloñs an Nevezamzer 1926. Ha ken stank e oa bet ar barradoù notet er folldioù ma n'eus nemet ur burzhud hag a c'hall bezañ miret ouzh ar vezeien d'ober keñveriadurioù ha da dizhout disoc'hoù saouzanus. Un iskis a strobad pennadoù e oa; ha poan am eus hirie o kompren ar mennozhioù poellel-strizh o doa ma broudet d'o lakaat a-gostez. Met d'ar c'houlz-se e kreden start e anaveze Wilcox yaouank an darvoudoù koshoc'h meneget gant ar c'helenner.

II. Danevell an enseller Legrasse

An darvoudoù koshoc'h, hag a rae da hunvreoù ha da izelvos ar c'hizeller bezañ ken dedennus evit ma eontr, a oa aet d'ober danvez an eil lodenn eus e hir a zornskrid. Ur wech dija, war a seblant, en doa gwelet ar c'helenner Angell trolinenn diaoulek an euzhvil hep anv; prederiet en doa ivez war ar hieroglifoù dizanav ha klevet ar silabennoù skrijus na c'haller resteurel nemet gant ar ger "Cthulhu"; ha kement-se holl e-skeud un degouezh ken strafuilhus ha ken hudur ma ne oa ket gwall souezhus en dije graet gwask war Wilcox yaouank evit kaout titouroù digantañ.

Choarvezet e oa an darvoud kentañ e 1908, seitek vloaz a-raok, da geñver bodadeg-vloaz Kevredad Amerikan an Arkeologourien e St Louis. Ar c'helenner Angell, evel ma oa dleet d'un den ken barrek ha ken arroutet, en doa bet ur perzh bras en holl guzuliadegoù hag a oa bet ivez an hini kentañ o vezañ aterset gant kalz eus an diavaezidi o doa tennet o mad eus ar vodadeg evit ober goulennoù ouzh an arbennigourien, gant ar spi da gavout un diskoulm reizh d'o c'hudennoù.

Rener an diavaezidi-se, hag a sachas e berr amzer evezh an holl warnañ, a oa un den etre daou oad, boutin e zoare, hag a oa deut eus New Orleans evit klask titouroù na oa bet den ebet e-tailh da reiñ dezhañ. John Raymond Legrasse oa e anv, hag enseller-polis e oa diouzh e vicher. Dougen a rae gantañ ar pezh en doa e vroudet d'ober ar veaj: un delwennig-maen droch, heugus, kozh-meurbet da welet, ha ma oa chomet boud da c'houzout pehini oa he orin. Arabat krediñ e oa dedennet an enseller Legrasse gant an arkeologouriezh. Pell ac'hann, e c'hoant da gaout sklêrijenn ne oa diazezet nemet war abegoù stag ouzh e vicher. An delwennig - idol, pe hudell, pe me oar-me - a oa bet seziset, un toullad mizioù a-raok, el laginier koadek a zo e kreisteiz New Orleans, e-skeud ur skrapadeg war ur strollad tud hag a seblante derc'hel un emvod vaodou; hag al lidoù sevenet gante a oa ken iskis ha ken euzhus ma voe anat d'ar boliserien e oant degouezhet gant un azeulerezh teñval, dizanav a-grenn dezhe ha kalz diaoulekoc'h c'hoazh eget an duañ azeulerezhioù heuliet e kelc'hioù vaodou afrikat. A-zivout he orin ne voe gouezet netra, estreget ar sorbiennoù luziet ha dreist-kredenn bet tennet digant an dud harzet; setu perak e heulias ar polis, gant kalz a breder, roudoù kement arbennigour gouest da reiñ e skoazell evit lakaat un anv war an arouez skrijus-se ha sevel betek mammenn an azeulerezh.

An enseller Legrasse ne oa ket engortoz eus an trefu a vije savet da heul e ginnig. Ar gwel nemetken eus an dra a oa bet trawalc'h evit lakaat ar skiantourien en ur stad a strafuilh bras, ha ne zalejont ket d'en em dolpañ en-dro dezhañ evit sellet pizh ouzh an delwennig ken digunvez ha ken kozh ma voe digoret ganti dor ur bed dianav a-grenn, kollet e donder an henamzerioù. Ne zeue an dra spontus-se eus hini ebet eus ar skolioù kizellerezh anavezet, ha kantadoù, pe zoken miliadoù a vloavezhioù a seblante bezañ lezet o merk er maen dilufr, liv arwer.

An delwennig, hag a dremenas goustadik eus an eil dorn d'egile evit bezañ studiet a-dost ha gant aked, he doa etre seizh hag eizh meutad uhelder hag a oa kizellet gant arz. Skeudenniñ a rae un euzhvil stummet tamm pe damm evel un den, met e-lec'h ur penn e oa plantet war e gorf kaoutchougek ha skantek ur morgazh gant brec'hioù mesk-divesk hag a yae d'ober e zremm; ouzh e bevar fav e oa skilfoù ramzel hag ouzh e gein askelloù hir ha strizh. An dra-se hag a seblante intret gant un drougiezh spontus ha dreist-natur a oa korfek ha c'hwezhet; en e gluchoù e oa, souchet evel ul loen noazus war ur bladenn pe ur sichenn skouergornek goloet gant lizherennoù ha na oa den evit digejañ. Beg e askelloù a stoke ouzh bord a-dreñv ar sichenn, e benn a-dreñv en em gave er c'hreiz, ha krog e oa skilfoù hir ha kromm e bavioù a-dreñv er bord a-raok hag astennet etrezek traoñ ar sichenn. Ar penn brec'hiek-se a oa stouet en a-raok, e doare ma teue brec'hioù an dremm da skubañ tu a-dreñv ar melloù paviou a-raok hag a enkelc'hie an daoulin uhelaet un tamm. Neuz ar skeudenn a oa buhez-heñvel betek re, ha spouronus e oa en un doare seul soutiloc'h ma chome peurzianav he orin. Un dra koulskoude a oa sur: bez' e oa anezhi un aspadenn kozh-spontus eus amzerioù pell-dremenet; met ne ziskoueze ket an disterañ liamm gant unan eus an arzoù anavezet, diwanet en un amzer ma oa yaouank-flamm ar sevenadurezh - na zoken gant un arz eus un amzer bennak all. An arouezennoù treset war ar sichenn a oa ken strafuilhus-all; ha den ebet, daoust ma oa bodet eno an hanter eus arbennigourien ar bed, ne voe gouest da lavaret e pe rummad henyezhoù e oant da renkañ. Evel ar skeudenn hec'h-unan hag ar maen, e oant ul lodenn eus un dra kozh-douar hag estren-spontus da ouenn mab-den evel ma'z eo anavezet bremañ ganimp; un dra hag a rae soñjal en un doare skrijus e kelc'htroioù buhez disantel ha n'o doa netra boutin gant hor bed-ni ha gant hor mennozhioù.

Ha koulskoude, tra ma heje izili ar vodadeg unan-hag-unan o fennoù evit anzav ne oant ket gouest da ziskoulmañ kudenn an enseller, e seblantas da unan dioute bezañ dizoloet, er skeudenn euzhus hag en arouezennoù, un elfenn damanavezet gantañ, ha diouzhtu e tispakas, un tammig war e lent, an nebeud a ouie. Hemañ oa William Channing Webb, aet bremañ da anaon, kelenner war an antropologiezh e Skol-veur Princeton, ha furcher brudet a-walc'h. Eizh vloaz ha daou-ugent a-raok e oa bet ar c'helenner Webb oc'h ober tro ar Groenland hag an Island war glask enskrivadurioù runek ha na oa ket deut a-benn da zizoleiñ; ha war aod gwalarn ar Groenland e oa degouezhet gant ur meuriad Eskimoed dilignezet, dalc'hidi ur gredenn eveek diazezet war azeulerezh an diaoul, ur gredenn hag he doa graet dezhañ skrijañ gant he doareoù kriz ha rukunus lakaet a-ratozh war wel. Eus ar gredenn-se e ouie an Eskimoed all gwall nebeut a dra, ha ne gomzent diouti nemet en ur grenañ rak herveze e teue eus un henamzer pell-spontus, ma ne oa ket bet c'hoazh krouet ar bed. Ouzhpenn lidoù dilavarus hag aberzhioù gwadek e veze ivez sevenet liderezhioù anavezet dre hêrezh en enor d'ur gourdiaoul kozh pe tornasuk. Graet en doa neuze ar c'helenner Webb un treuzskrivadur fonetikel aketus eus ar pezh a lavare un angekok kozh pe beleg-sorser, en ur resteurel ar sonioù, gwellañ ma c'halle, gant lizherennoù latin. Met ar pep pouezusañ amañ oa an hudell azeulet gant dalc'hidi ar gredenn-se hag a gorolle en-dro dezhi pa darzhe ar ruzell-veure en uhel, a-us d'an torgennoù-skorn. Evel ma lavaras ar c'helenner, e oa un izelvos gros e maen gant ur skeudenn euzhus hag un enskrivadur kevrinus. Ha kement ha ma c'halle barn, e oa, en holl verkoù pennañ an hudell-se, evel un doare kerentiezh gant an dra skrijus a oa bremañ dirak daoulagad ar re vodet amañ.

An titouroù-se, degemeret dre vras gant kalz a aked hag a souezh, a voe kavet dedennus-meurbet gant an enseller Legrasse hag a stagas diouzhtu d'ober goulennoù ha goulennoù ouzh an titourer. O vezañ m'en doa notet hag adskrivet al lid sevenet dre gomz gant an azeulerien bet harzet el laginier, e pedas ar c'helenner da dennañ eus e vemor, ken mat ha ma c'halle, ar silabennoù distaget gant an Eskimoed azeulerien an diaoul. Neuze e voe keñveriet pizh ar munudoù hag e renas ur sioulder leun a spouron pa voe anavezet, koulz gant an enseller ha gant ar skiantour, bommoù  boutin d'an daou azeulerezh diaoulek hag a oa ken pell an eil diouzh egile. Setu, berr ha berr, ar pezh a oa bet kanet koulz gant ar sorserien eskimo ha gant ar veleien eus Louisiana dirak o idoloù damheñvel - an doare ma oa dispartiet ar gerioù a glote moarvat gant an troc'hoù hengounel graet er frazenn hag a veze kanet a vouezh uhel:

"Ph'nglui mglw'nafh Cthulhu R'lyeh wgah'nagl fhtagn."

Un tammig lañs en doa Legrasse war ar c'helenner Webb, rak kalz eus ar vulzened tapet da brizonidi gantañ o doa diskuliet dezhañ ster ar gerioù o doa desket digant azeulerien goshoc'h. Ar frazenn-se a c'halle bezañ troet evel-henn:

"En e di e kêr R'lyeh emañ Cthulhu, an hini marv, o c'hortoz en ur hunvreal."  

Neuze, war c'houlenn an holl, e reas an enseller Legrasse un danevell ken klok ha ma c'hallas eus e gejadenn gant an azeulerien el laginier; evit doare e oa bet an danevell-se a-bouez bras evit ma eontr. Ganti e oa c'hwezh ha blaz rambreadennoù diroll ar saverien mojennoù hag an deozofisted, ha diskouez a rae pegen souezhus ha pegen dic'hortoz e oa live ar meizad kosmek e-touez seurt hironed ha pariaed.

D'ar 1añ a viz Du 1907 e voe resevet gant polis New Orleans ur gemennadenn leun a zizesper o tont eus kreisteiz kêr, diouzh kostez al laginier hag ar vorlenn. An dud o chom eno, evit an darn vuiañ tud c'hros met dizrouk, anezhe diskennidi da wazed Lafitte, a oa trevariet gant ar spont abaoe ma oa deut un dra dizanav da blavañ warne e-pad an noz. Un dra vaodou e oa, evit doare, met kalz spontusoc'h eget kement tra vaodou o doa gwelet biskoazh; ha darn eus o merc'hed hag eus o bugale a oa steuziet abaoe ma oa krog mouezh an tamtam milliget da dregerniñ dizehan e don ar c'hoadeier du tasmantet 'lec'h na grede hini ebet en em risklañ. Bez' e oa aze huchadennoù foll ha kriadennoù treantus, kanoù ranngalonus ha flammoù diaoulek o tañsal; ken ma ne oa ket mui den ebet evit padout pelloc'h, evel ma lavaras ar c'hemenner spouronet.

Rak-se, e dibenn an endervez, e oa erruet ur strollad a ugent poliser ingalet etre div wetur hag ur c'harr-tan, heñchet gant un annezer spouronet-holl. E penn an hent-karr e oant diskennet eus ar c'hirri hag a-hed meur a lev o doa kerzhet sioul dre ar c'hoadad gwez siprez spontus n'en em sile morse ennañ sklêrijenn an deiz. Skoilhet e oant en o c'herzhed gant gwrizioù heugus ha skoulmadoù man-Spagn noazus a-ispilh ouzh ar brankoù, hag a vare da vare e welent ur bern mein mouest, pe dismantroù ur voger o tegas soñj eus un annez displet, pezh a greñvae c'hoazh an enkrez lakaet da sevel gant pep gwezenn distumm ha pep takad louedadur. A-benn ar fin e teujont a-wel d'ar gêriadenn, anezhi un torkad logelloù reuzeudik; an annezerien follet a zilammas er-maez evit en em dolpañ en-dro d'ar strollad leternioù hej-dihej. Eus du-hont, er pellder, e teue trouz mouget an tamtamoù hag a vare da vare, diouzh ma troe an avel, e veze klevet garmadennoù skiltr ha braouac'hus. Ur skleur damruz a seblante en em silañ a-dreuz ar brouskoad disliv en tu all d'an alezioù diziwezh kollet e noz ar forest. Daoust pegen doaniet e oant gant ar soñj da chom adarre o-unan-penn, e nac'has groñs pep hini eus an annezerien mont pelloc'h war-du al lec'h ma veze sevenet al liderezh disakr-se, ha setu ma rankas an enseller Legrasse hag e naontek kenseurt en em sankañ, hep blenier, e teñvalijenn ar bolzioù euzhus-se, 'lec'h ma ne oa bet biskoazh hini ebet anezhe.

A-hed ar wech e oa bet brudet fall ar c'hontre ma oa erru ar boliserien ennañ, ha dizanav e oa d'an dud wenn na dremenent morse drezañ. Eno, hervez ar mojennoù, e oa ul lenn guzh ha na oa bet gwelet biskoazh gant lagad un den, hag el lenn-se e oa ur pezh mell krouadur liestroad, gwenn ha distumm gant lagadoù skedus; hag an dud a lavare e chuchumuchu, e teue diaouled gant askelloù logod-dall eus mougevioù dindanzouar evit azeuliñ ar c'hrouadur-se da hanternoz. Lavaret a raent e oa bet aze a-raok D'Iberville, a-raok La Salle, a-raok an Indianed, ha zoken a-raok loened hag evned ar c'hoadoù. Un hurlink bev e oa ha gwelet anezhañ a dalveze kement ha mervel. Met degas a rae hunvreoù d'an dud ha dre-se e ouient mat penaos en em ziwall dioutañ. Aozet e oa an abadenn vaodoù war harzoù ar c'hontre argarzhet-se, met fall a-walc'h e oa al lec'h; ha marteze e oa bet spontet an annezerien muioc'h gant al lec'h dibabet evit al liderezh eget gant an trouzioù hag an darvoudoù heugus.

 

N'eus nemet ar varzhoniezh pe ar follentez hag a c'hallfe reiñ un alberz eus an trouzioù klevet gant gwazed Legrasse e-pad ma oant o toullañ o hent dre al lagenn euzhus-se war-du ar skleur ruz hag an tamtamoù mouget. Perzhioù dibar a zo gant mouezhioù an dud, ha perzhioù dibar ivez gant mouezhioù al loened; hag un dra spontus eo klevet an eil re o strinkañ eus andonioù a zlefe ezteurel ar re all. Ar follentez loenel hag an orged diroll en em zispake amañ en un doare diaoulek gant yudadennoù ha blejadennoù raouliet hag a dregerne dre ar c'hoadoù teñval evel korventennoù bosennus c'hwezhet eus donder an ifern. A vare da vare e tave trouz an hopadennoù laosket mesk-ha-mesk hag eus ar pezh a seblante bezañ ur c'hor embreget-mat e save mouezhioù raouliet o kanañ ar bomm pe ar poz euzhus-mañ:

"Ph'nglui mglw'nafh Cthulhu R'lyeh wgah'nagl fhtagn."

Neuze, erruet en ul lec'h ma oa distankoc'h ar gwez, en em gavas ar boliserien a-daol-trumm dirak an arvest. Pevar anezhe a horjellas war o zreid, unan a semplas, ha daou a laoskas kriadennoù skrijus, goloet dre chañs gant talabao an abadenn-orged. Strinkañ a reas Legrasse dour eus al lagenn war dremm an den semplet hag an holl a chomas krenidik, evel teoget gant an arvest braouac'hus.

En ur frankizenn naturel el lagenn, e oa un enezennig c'heotek, pevar pe bemp kilometrad karrez dezhi, hep gwez warni ha sec'h a-walc'h he douar. Aze, o fringal en ur weañ-disgweañ o c'horf e oa ur vandennad euzhtud ha na c'halljent bezañ taolennet nemet gant ul livour evel Sime pe Angarola. Hep tamm dilhad ebet en-dro dezhe, e oa an hironed-se o vlejal, o vreugiñ, o widilañ en-dro d'ur pezh mell tantad e stumm ur c'hronn; a-wechoù, p'en em roge ar stignad flammoù, e teue war wel, e-kreiz an tantad, ur peulvan greunvaen war-dro eizh troatad a uhelder dezhañ; war e lein, amzere dre he ment vihan, e trone an delwennig noazus. En-dro d'ar peulvan gronnet gant an tantad e oa staliet dek post-kroug ma oa ispilhet oute, gant o fenn en traoñ, korfoù distummet-iskis ar paourkaezh annezerien dianket. E-kreiz ar c'helc'h-se e lamme hag e yude an azeulerien en ur dreiñ a-gleiz da zehou en ur gorolladeg difin etre bevenn an tantad ha kelc'hiad ar c'horfoù krouget.

Marteze ne oa nemet ur sorc'henn pe heklevioù hepmuiken, met unan eus gwazed Legrasse, anezhañ ur Spagnad techet a-walc'h da ziskiantiñ, a gredas dezhañ e kleve respontoù d'al liderezh o tont a-bell bras, eus tachadoù teñval ar c'hoad mojennel ha skrijus. Kejañ a ris diwezhatoc'h gant an den-se, Joseph D. Galvez diouzh e anv, hag e ris goulennoù outañ; diskouez a reas kalz a faltazi hag ez eas betek lavaret en doa klevet trouz mouget stlakadennoù eskell ha spurmantet lagadoù skedus hag un dolzenn wenn ramzel en tu all d'ar gwez pellañ - met soñjal a ra din ez eo bet levezonet gant treuzkredennoù ar vroidi.

Ar wazed, e gwirionez, ne voent ket pell o tispontañ. O dever a dremene a-raok pep tra; ha daoust ma oa ur c'hant bennak a liderien hiron dirake, e fizias ar boliserien war o armoù-tan hag en em vountañ a rejont hep termal e-mesk ar vandennad doñjerus-se. Ur safar hag ur rouestl dreistlavar a renas da heul e-pad pemp munutenn. Taolioù rust a voe eskemmet, tennoù fuzuilh a strakas, hiniennoù a dec'has kuit; met a-benn ar fin e chomas gant Legrasse seizh prizoniad ha daou-ugent, rediet gantañ d'en em wiskañ prim-ha-prim ha d'en em lakaat en ur steud etre div regennad poliserien. Pemp eus an azeulerien a oa marv ha daou all, gwall-c'hloazet, a voe douget gant o c'hamaraded war krivizhier fardet war ar prim. An delwennig, evel-just, a voe tennet gant kalz a evezh diwar ar peulvan ha Legrasse he c'hasas gantañ.

Pa voent ensellet er penngarter, goude ur veaj skuizhus ha brevus, e tiskouezas ar brizonidi bezañ eus gouennoù mesket izel-tre, ha disleber a spered. An darn vuiañ anezhe a oa martoloded, en o mesk morianed hag hironed, dreist-holl Antilhezidi pe enezidi eus Brava er C'hab Glas, hag a roe ul liv vaodou d'al liderezh liezorin-se. Met a-raok ma vije bet graet kalz a c'houlennoù e teuas anat e oa keal eus un dra bennak kalz donoc'h ha koshoc'h eget hudellouriezh ar vorianed. Ar grouadurien-se, hag int ken dizesk ha diouiziek, a zisplegas en un doare poellek-eston mennozh-penn o azeulerezh argarzhus. Azeuliñ a raent, emeze, an Henaourien Veur deut eus an neñv war an douar nevez-krouet, pell a-raok oadvezh mab-den. Bremañ e oa steuziet an Henaourien-se e diabarzh an douar ha dindan ar mor, met o c'horfoù marv o doa diskuliet o sekredoù d'an dud kentañ en o hunvreoù, ha diwanet e oa e spered an dud-se un azeulerezh ha na varvas morse. An azeulerezh-se a oa bremañ dirake; hag hervez ar brizonidi e oa bet a-viskoazh hag e padje da viken, kuzhet e lec'hioù distro ha teñval strewet dre ar bed, betek an deiz ma teuje ar beleg meur Cthulhu er-maez eus e di teñval e R'lyeh, ar gêr veurdezus e strad an doureier, evit astenn adarre e veli war an Douar. Un deiz, pa vije prest ar stered, e laoskje ur galv hag e azeulerien guzh a vije bepred aze ouzh e c'hortoz evit e zieubiñ.

Ne c'halle ket bezañ lavaret muioc'h. Aze e oa ur sekred ha na vije ket bet diskuliet zoken dindan wask ar jahinerezh. Ne oa ket gouenn mab-den ar ouenn emskiantek nemeti war an douar, rak eus an deñvalijenn e teue skeudoù da gavout an nebeud feizidi. Met ne oa ket ar re-se an Henaourien Veur. Morse den n'en doa gwelet an Henaourien. An idol a oa ur skeudenn eus Cthulhu Veur, met ne c'halle hini ebet lavaret hag heñvel e oa ar re all outañ. Hini ebet ne oa gouest da lenn bremañ an henskritur, met meur a dra a oa bet treuzkaset dre gomz. Al liderezh kanet ne oa ket ar sekred - morse ne veze komzet dioutañ a vouezh uhel, met e kuzulig hepken. Ar c'han ne lavare nemet se: "En e di e kêr R'lyeh emañ Cthulhu, an hini marv, o c'hortoz en ur hunvreal." 

Daou hepken eus ar brizonidi a voe kavet yac'h a-walc'h a spered evit bezañ krouget hag ar peurrest a voe kaset d'un ospital bennak, amañ pe ahont. An holl anezhe a nac'has bezañ kemeret perzh en aberzhioù lidel hag a lavaras e oa bet sevenet ar muntroù gant Reoù-Du-o-Eskell deut aze eus o lec'h emvod hengounel er c'hoad tasmantet. Met den ebet ne c'hallas morse kaout titouroù resis diwar-benn ar gompagnuned-se. Ar pezh a oa deut ar polis a-benn da c'houzout a oa bet kontet, evit an darn vuiañ, gant un hiron kozh-douar anvet Castro hag a lavare bezañ bet o verdeiñ etrezek porzhioù iskis ha bezañ komzet gant mistri divarvel an azeulerezh e menezioù Bro-Sina.

Soñj en doa dalc'het Castro gozh eus bruzunoù ur vojenn euzhus a zisterae prederennoù an deozofisted hag a ziskoueze pegen yaouank ha berrbad e oa ar bed ha gouenn mab-den. E-pad eonoù hir e oa bet Boudoù all o ren war an Douar hag ar Boudoù-se a oa o chom e kêrioù bras. O aspadennoù - evel m'en doa lavaret dezhañ ar Sinaiz divarvel - a c'halle c'hoazh bezañ kavet dindan stumm mein ramzel en inizi ar Mor Habask. An holl anezhe a oa marvet milvedoù ha milvedoù a-raok ma teuas mab-den war an Douar, met bez' e vije tu d'o lakaat da advevañ p'o dije adkavet ar stered o flas reizh e kelc'htro ar beurbadelezh. Int o-unan a oa deut eus ar stered ha degaset o doa o idoloù gante.

An Henaourien Veur-se, a gendalc'has Castro, ne oant ket krouadurien kig-ha-gwad. Ur c'horf o doa - evel m'hen diskouez an delwennig deut eus ar stered - met ne oa ket ur c'horf danvezel. Pa veze renket mat ar stered, e c'hallent nijal eus an eil bed d'egile a-dreuz an neñv ha pa veze direizhet ar stered, ne c'hallent ket bevañ. Met daoust ma ne vevent ket mui, ne oant ket marv c'hoazh ha ne varvjent biken. An holl anezhe a oa astennet e tiez-mein en o c'hêr vras R'lyeh, miret gant strobinelloù Cthulhu Veur e-sell un dasorc'h glorius hag a erruje p'en em gavje ar stered hag an douar prest d'o degemer ur wech c'hoazh. Met neuze e vije ezhomm eus nerzhioù diavaez evit dieubiñ o c'horfoù. Ar strobinelloù o doa miret o c'horfoù a vire ivez oute d'ober ar fiñvadenn gentañ ha ne c'hallent nemet chom astennet, dihun en deñvalijenn, ha malañ soñjoù tra ma'z ae e-biou nouspet milion a vloavezhioù. Gouzout a raent koulskoude petra a c'hoarveze er bed rak komz a raent kenetreze dre ar soñj. Bremañ zoken e oant o kaozeal en o bezioù. Pa erruas an dud kentañ war an douar goude rouestloù diniver, e komzas an Henaourien Veur ouzh ar re santidik dre hanterouriezh o hunvreoù, rak en em silañ en o hunvreoù oa an doare nemetañ da dizhout speredoù pounner ar bronneged a oa anezhe.

Neuze, a hiboudas Castro, e tiazezas an dud kentañ an azeulerezh en-dro d'an idoloù bihan diskouezet dezhe gant an Henaourien Veur; idoloù degaset, en amzerioù pell-dremenet, eus steredennoù teñval. An azeulerezh-se ne varvje ket a-raok ma vije distroet ar stered en o flas reizh ha ma vije tennet Cthulhu Veur eus e vez gant ar veleien guzh evit ma c'hallje reiñ buhez en-dro d'e sujidi ha ren adarre war an Douar. Ne vije ket diaes kompren pegoulz e c'hoarzvezje, rak a-benn neuze e vije deut mab-den da vezañ heñvel ouzh an Henaourien Veur: dieub ha gouez, o vevañ en tu-hont d'ar mad ha d'ar fall, hep lezennoù na reolennoù, o yudal hag o lazhañ en ur veuziñ er blijadur. Hag an Henaourien Veur dieubet a zeskje neuze d'an dud doareoù nevez da yudal, da lazhañ, d'en em ziduiñ ha da gaout plijadur, ha flamminañ a raje an Douar en ul loskaberzh a blijadur dieubus. Betek neuze e ranke an azeulerien, gant lidoù a-ratozh, mirout bev an eñvor eus an doareoù kozh ha derc'hel da ziouganañ o distro.

Bez' e oa, en amzerioù koshañ, tud dibabet hag a gomze gant an Henaourien Veur dre o hunvreoù, met c'hoarvezout a reas un dra: R'lyeh, ar gêr vras e mein, gant he feulvanoù hag he bezioù, a voe goueledet er mor; hag an doureier don, karget gant ar c'hevrin kentañ, an hini nemetañ gouest da virout ouzh ar soñjoù da dremen, a lakaas fin d'an darempredoù tasmantel-se. An eñvor, avat, ne oa morse steuziet hag hervez ma lavare ar veleien veur, e tiveuzje Kêr R'lyeh pa vije distroet ar stered en o flas reizh. Neuze e teuas ar speredoù du er-maez eus an douar, louedet ha skeudik, gant keleier kañvaouus dastumet e kevioù kuzhet dindan stradoù-mor ankounac'haet. Castro gozh, avat, ne gredas ket lavaret muioc'h. Tevel a reas a-daol-trumm, ha ne voe netra d'ober evit e gendrec'hiñ da vont pelloc'h gant e gaoz. Tra iskis, e nac'has ivez komz eus ment an Henaouerien Gozh. Diwar-benn an azeulerezh e lavaras e oa bet diazezet, d'e veno, e gouelec'hioù dihent Arabia, e-lec'h ma oa Iram, kêr ar pileroù, o hunvreal kuzhet ha digenvez. Netra n'en doa da welet gant ar sorserezh european ha koulz ha dizanv e oa en diavaez eus kelc'hiad e zalc'hidi. E levr ebet ne oa bet graet meneg dioutañ daoust ma lavare ar Sinaiz divarvel e oa e Necronomicon an Arab foll Abdul Alhazred lavarennoù daoudu hag a c'halle bezañ lennet gant an dalc'hidi evel ma kavent mat, dreist-holl ur poz hag a veze komzet kalz diwar e benn:

N'eo ket marv ar pezh a c'hall chom en ur c'housk peurbadel

Hag en oadoù iskis e c'hall zoken ar marv mervel.

Legrasse, fromet-don ha sebezet-bras, en doa klasket en aner kaout titouroù diwar-benn orin an azeulerezh. War a hañvale en doa lavaret Castro ar wirionez p'en doa disklêriet e oa kement-se ur c'hevrin. Skiantourien Skol-veur Tulane n'o doa ket gallet degas sklêrijenn na war an azeulerezh na war an delwenn; ha neuze, pa oa aet da gavout brasañ arbennigourien ar vro n'en doa klevet nemet istor troiad ar c'helenner Webb e Groenland.

El lizhiri eskemmet etre ar re a oa bet er vodadeg, e kaver un heklev eus ar birvilh a savas goude kontadenn Legrasse, kadarnaet gant bezañs an delwenn; met gwall skort e oa ar pezh a oa bet skrivet diwar-benn se e danevell ofisiel ar c'hevredad. Bezañ bepred war evezh, setu kentañ lezenn ar re a vez kustum da gejañ gant gaouerien ha touellerien. Prestañ a reas Legrasse an delwennig d'ar c'helenner Webb evit ur pennadig, restaolet e voe dezhan goude marv hemañ ha chomet eo abaoe en e gerz. He gwelet em eus nevez zo hag un dra spontus eo evit gwir, kar-tost d'an delwenn graet gant Wilcox yaouank en e hunvre.

Ne oan ket souezhet e vije bet entanet ma eontr gant kontadenn ar c'hizeller, rak goude ar pezh en doa desket digant Legrasse diwar-benn an azeulerezh, m'hen dare peseurt soñjoù a oa deut d'e spered dirak an den yaouank santidik-se ha n'en doa ket hepken gwelet dre e hunvre ar skeudenn hag ar hieroglifoù kavet koulz el laginier hag e Groenland, met klevet ivez tri ger da vihanañ eus al lavarenn dibunet gant Eskimoed azeulerien an diaoul kenkoulz ha gant hironed eus Louisiana? Aes eo neuze kompren perak e stagas diouzhtu ar c'helenner Angell d'ober furchadennoù pizh. Me, avat, a vage an diskred en doa klevet Wilcox yaouank un dra bennak diwar-benn an azeulerezh, pe ijinet ur rummad hunvreoù evit derc'hel bev ar c'hevrin diwar-goust ma eontr. An danevelloù diwar-benn an hunvreoù hag ar pennadoù kazetenn dastumet gant ar c'helenner a oa evel-just ur brouenn; met dirak an istor digredus-se e voen lusket, gant poellegezh ma spered, da zegemer an displegadenn a seblante din an hini furañ. Rak-se, goude bezañ adstudiet an dornskrid gant aked, en ur lakaat notennoù an deozofisted hag an antropologourien keñver-ha-keñver gant danevell Legrasse diwar-benn an azeulerezh, e ris ur veaj da Brovidence evit gwelet ar c'hizeller ha lâret dezhañ e begement abalamour d'e emzalc'h divergont e-keñver un den kozh ken desket.

Wilcox a oa bepred o chom e-unan e Thomas Street, e ti-lojañ Fleur-de-Lys, un drevezadenn viktorian euzhus eus savadurioù breizhat ar seitekvet kantved hag a oa, gant e dalbenn stouk, evel kollet e-touez an tiez koant e stil trevadennel savet a-grap an dorgenn, hag e skeud an tour jeorjian kaerañ a zo en Amerika. E gavout a ris en e gambr, e-kreiz e labour, ha diouzhtu pa welis e oberennoù strewet amañ hag aze, e rankis anzav e oa donezonet gant un ijin don ha gwirion. Un deiz, war a gredan, e vo lakaet e renk an arzourien veur war ziskar, rak stummet en deus e pri, ha kizellañ a raio un deiz e marmor, an hurlinkoù hag ar rambreadennoù deskrivet e komz-plaen gant Arthur Machen ha lakaet war-wel gant Clark Ashton Smith en e varzhonegoù hag en e livadurioù.

Un duard korfet-mistr hag un tamm diskempenn a oa anezhañ, ha pa skois ouzh an nor e troas goustadik e benn hag e c'houlennas ouzhin, hep sevel, petra a felle din. Pa lavaris dezhañ piv e oan e seblantas damblijet rak broudet en doa ma eontr e c'hoant gouzout gant ar goulennoù a rae outañ war e hunvreoù iskis, hep morse displegañ ar perag eus e studiadenn. Ne rois dezhañ netra da c'houzout war ar poent-se, met klask a ris kentoc'h, dre finesa, tennañ titouroù digantañ.  E berr amzer e voen kendrec'het e lavare ar wirionez, rak komz a rae eus e hunvreoù en un doare ha na c'halle ket bezañ treuzkomprenet. An hunvreoù-se hag ar pezh a chome dioute en e isemskiant o doa levezonet don e arz, hag e tiskouezas din un delwenn hudur ma chomis skoet tost da vat gant an nerzh du a save eus he zrolinenn. N'en doa ket soñj da vezañ gwelet an dra-se en e stumm orin, nemet en izelvos graet gantañ en e hunvre, met hemañ a oa en em stummet e-unan dindan e zaouarn. Hep mar ebet e oa ar boud ramzel en doa faltaziet en e alter. Buan e voe sklaer din ne ouie eus an azeulerezh hud nemet ar pezh a oa silet eus prezegoù dibaouez ma eontr; hag ur wech ouzhpennn e klaskis kompren dre benaos e oa deut dezhañ ar santadoù eveek-se.

Komz a reas eus e hunvreoù gant gerioù barzhonius-eston; evel-se e welis, en un doare splann ha skrijus, ar gêr ramzel graet gant mein gludek glas-gwer - direizh he mentoniezh evel ma lavaras - hag e klevis gant braouac'h ar galv dizehan o tont eus an donder: "Cthulhu fhtagn, Cthulhu fhtagn." 

Ar gerioù-se a veze distaget el liderezh kañvaouus a rae anv eus Cthulhu an hini marv o c'hortoz en ur hunvreal en e gav-bez e kêr R'lyeh, hag e voen fromet-don en desped d'am c'hredennoù poellek. Wilcox, a-dra-sur, en devoa klevet anv eus an azeulerezh e mod pe vod. Diwezhatoch, e oa deut an eñvorioù-se, gant ar galloudus ma oant, da gavout o flas en e isemskiant ha d'en em ziskouez en e hunvreoù, en izelvos, hag en delwenn euzhus a zo bremañ dirak ma daoulagad; evel-se, hep gouzout dezhañ, en doa touellet ma eontr. An den yaouank a oa eus ur rumm tud un disterig orbidus hag un disterig diseven ha n'on bet morse evit gouzañv; met prest e oan bremañ da anzavout e ijin kenkoulz hag e onestiz. Kimiadiñ a ris dioutañ en un doare hegarat en ur hetiñ dezhañ ar berzh dleet d'un den ken donezonet hag eñ.

Teoget e oa bepred ma spered gant kudenn an azeulerezh, hag empentiñ a raen a-wechoù ar vrud a zeuje warnon diwar an enklaskoù a raen evit dizoleiñ e orin hag ar pezh a oa stag outañ. Mont a ris da New Orleans hag e komzis gant Legrasse ha gant darn eus ar re a oa bet gwechall en e skipailh; gwelet a ris ar skeudenn euzhus hag ez atersis zoken unan bennak eus ar brizonidi hiron chomet bev. Castro gozh, siwazh, a oa marv abaoe meur a vloaz. Ar c'homzoù a glevis ma-unan ouzh-eeun - daoust ma ne raent nemet kadarnaat ar pezh a oa bet skrivet gant ma eontr - a entanas ma spered adarre, rak sur e oan da vezañ erru war roudoù ur gwir hengredenn kozh-douar ha kuzh, ha goude bezañ he dizoloet e teujen da vezañ un antropologour doujet. Renet e oa ma emzalc'h gant mennozhioù danvezel-rik - hag a garfen kaout c'hoazh – hag e nac'his, gant un aheurterezh digomprenus, derc'hel kont eus ar perzhioù boutin a oa etre an notennoù diwar-benn an hunvreoù hag ar pennadoù kazetenn dastumet gant ar c'helenner Angell.

Krog e oan da ziskrediñ war un dra hag a ra din aon bremañ: gouzout a ran n'eo ket tremenet ma eontr gant ur marv naturel. Kouezhañ a reas war un hent strizh a-grap un dosenn hag a zibouke eus ar c'haeoù leun a hironed estren, goude bezañ bet bountet dizamant gant ur martolod du. N'em boa ket ankounac'haet an hironed hag ar vartoloded a oa e-touez an azeulerien e Louisiana ha ne vijen ket bet souezhet o tizoleiñ doareoù kuzh ha nadozioù binimus ken kriz ha ken kozh-anavezet hag al lidoù hag ar c'hredennoù kevrinus. Legrasse hag e wazed, gwir eo, zo bet laosket e peoc'h, met ur martolod norvegiat hag a welas an abadenn zo marv. Hag aet a oa brud ar furchadennoù graet gant ma eontr goude e emgav gant ar c'hizeller betek divskouarn tud fallakr? Soñjal a ran e varvas ar c'helenner Angell abalamour ma ouie re a draoù pe abalamour ma oa o vont da zizoleiñ re a draoù. M'hen dare hag evel-se e vo kont ganin ivez, rak gouzout a ran bremañ meur a dra.

III. Ar follentez eus ar mor

Mar plij un deiz bennak gant an Neñv ober ur vad din, e tiverko penn-da-benn efedoù an taol-degouezh a reas din teurel ma lagad war ur follenn baper lakaet da c'holeiñ un estajerenn. Ne oa ket un dra hag a vije deut dindan ma dorn e-kerzh ma labour pemdeziek, rak ar paper-se a oa un niverenn gozh eus ar gazetenn australian the Sydney Bulletin, moulet d'an 18 a viz Ebrel 1925. Ne oa ket bet kavet zoken gant ar burev-kelaouiñ hag a oa d'ar c'houlz-se o tastum a-zevri ar pennadoù ret evit labour-furchal ma eontr.

Dilezet em boa ul lodenn vat eus an enklaskoù a raen war an afer anvet gant ar c'helenner Angel "Azeulerezh Cthulhu" hag e oan aet da B/Paterson, New Jersey, da welet ur mignon din, un den desket-bras, rener ur mirdi ha maenour brudet. Un deiz, pa oan oc'h ensellet standilhonoù diimplij, renket hep kalz a urzh war estajerennoù ur siklutenn er mirdi, e voe tennet ma evezh gant ur skeudenn war unan eus ar c'hazetennoù kozh a oa dindan ar vein. Ar Sydney Bulletin e oa, evel m'am eus lâret, rak ma mignon a oa e darempred gant kalz a dud e pep korn eus ar bed, hag ar skeudenn-se a ziskoueze un delwennig maen euzhus damheñvel ouzh an hini kavet gant Legrasse el laginier.

Kerkent e tiac'hubis ar follenn baper diouzh ar standilhonoù prizius a oa warni hag e lennis ar pennad gant aked, dipitet o welet pegen berr e oa. Met ar pezh a ziskulie a oa a-bouez bras evit ma enklask, difonn a-walc'h d'an ampoent, hag e tidroc'his ar pennad. Setu ar pezh a oa skrivet:

PEÑSE KEVRINUS KAVET ER MOR

Erruet eo ar Vigilant er porzh en ur stlejañ war e lerc'h ul lestr-bale eus Zeland-Nevez. Un den bev hag unan marv zo bet kavet er bourzh. Stourm hep spi, tud beuzet er mor. Ar martolod saveteet a nac'h reiñ titouroù diwar-benn an darvoud eveek-se. Un idol iskis a oa en e gerz. Digoret e vo un enklask.

Al lestr-karg Vigilant, eus ar gompagnunezh Morrison, loc'het eus Valaparaiso, zo erruet er beure-mañ en e lec'h-eoriañ e Darling Harbourg, en ur stlejañ war e lerc'h al lestr-dre-dan Alert eus Dunedin, Zeland-Nevez, ul lestr peñseet ha distrujet met paramantet pounner, bet gwelet d'an 12 a viz Ebrel e 34° 21' ledred Su ha 152° 17' hedred Kornôg; en e vourzh e oa un den bev hag unan marv.

Ar Vigilant a guitaas Valparaiso d'ar 25 a viz Meurzh, ha d'an 2 a viz Ebrel e voe diheñchet war-du ar Su gant ur gorventenn feuls-meurbet ha gwagennoù ramzel dirollet. D'an 12 a viz Ebrel e voe kavet ar peñse; daoust ma seblante al lestr bezañ bet dilezet, e oa c'hoazh en e vourzh un den bev, aet tost da vat en alfo, hag un den marv abaoe tremen eizhtez, war a hañvale. An hini bev a starde outañ un delwennig maen euzhus, dianav he orin, dezhi war-dro un troatad uhelder, graet gant un danvez kevrinus a-grenn koulz evit skiantourien Skol-Veur Sydney hag evit re ar Royal Society ha re ar Mirdi e College Street. Hervez an den chomet bev, e oa bet kavet gantañ e kambr al lestr, en ur c'hasedig kizellet, boutin a-walc'h e zoare.

Goude bezañ distroet ennañ e-unan e kontas un istor iskis-meurbet ma oa anv ennañ eus preizherezh-mor hag emzrailh. An den-se, anvet Gustaf Johansen, zo un Norvegiad speredek a-walc'h, bet eil-ofiser war ar c'houeletenn divwern Emma eus Auckland hag a loc'has war-du Callao d'an 20 a viz C'hwevrer gant ur strollad a 11 martolod. An Emma, emezañ, a oa bet daleet ha diheñchet pell war-du ar Su gant korventenn vras ar 1añ a viz Meurzh, ha d'an 22 a viz Meurzh, e 49° 51' ledred Su ha 128° 34' hedred Kornôg, e kejas gant an Alert hag e iskis a strollad kanaked hag hironed liv ar groug warne. Pa voe gourc'hemennet groñs dezhañ souzañ a-dreñv e nac'has ar c'habiten Collins; war-se, hep reiñ kemenn, e krogas an iskis a strollad da dennañ war ar c'houeletenn, taer ha diroll gant ar pezhioù-kanol a oa e bourzh al lestr. Martoloded an Emma, eme an hini chomet bev, en em roas d'an emgann, ha daoust ma oa krog ar c'houeletenn da vont d'ar strad goude bezañ bet tizhet a-is d'al linenn-flod e teujont a-benn da zont bourzh-ha-bourzh gant lestr o enebourien ha da arsailhañ ar strollad gouezidi war bont o lestr; ha rediet e voent d'o lazhañ holl gwitibunañ dre ma oa o niver un tammig brasoc'h, hag o doareoù-stourm heugus-daonet ha diroll, evite da vezañ diampart a-walc'h.

Tri eus gwazed an Emma, en o zouez ar c'habiten Collins hag ar c'hentañ ofiser Green a voe lazhet, hag an eizh a oa bev c'hoazh a lakaas, dindan urzh an eil ofiser Johansen, al lestr skrapet gante da verdeiñ a-hed an hent o doa heuliet da gentañ evit gwelet hag un abeg bennak a oa bet da c'hourc'hemenn dezhe distreiñ war o c'hiz. An deiz war-lerc'h, a-hervez, e touarjont war un enezenn vihan daoust ma ne oa bet morse anv eus un enezenn el lodenn-se eus ar mor, ha c'hwec'h martolod a varvas en un doare amsklaer; met diegi en deus Johansen o komz eus an darvoud-se ha ne lavar nemet ez int kouezhet en un islonk e-touez ar reier. Diwezhatoc'h, war a seblant, e tistroas d'al lestr gant e geneil nemetañ hag e klaskjont merdeiñ, met trec'het e voent gant korventenn an 2 a viz Ebrel. Eus ar pezh a c'hoarvezas diwar neuze betek an 12 a viz Ebrel, an deiz ma voe saveteet, n'en deus koulz lavaret koun ebet ha n'en deus ket dalc'het soñj zoken eus marv e geneil William Briden. Ne oa ket anat war Briden petra oa bet kaoz d'e varv, moarvat e oa marvet diwar e strafuilh pe gant ar riv. Hervez ar pellskridoù eus Dunedin e oa an Alert ul lestr kenwerzh a yae eus an eil enezenn d'eben, ha brud fall a oa war e lerc'h hed-ha-hed an aodoù. Perc'hennet e oa gant ur strollad hironed hag a atize c'hoant gouzout meur a hini gant o bodadegoù niverus hag o baleadegoù-noz dre ar c'hoadoù. Brudet mat-tre e oa an Emma hag he strollad hervez hor c'henskriver eus Auckland hag a zeskriv Johansen evel un den sirius hag onest. Adalek warc'hoazh e vo digoret un enklask diwar-benn an afer-se gant an Amiraliezh, ha graet e vo pep tra evit broudañ Johansen da gomz gant muioc'h a frankiz eget n'en deus graet betek-henn.

Setu holl ar pezh a oa er pennad, asambles gant skeudenn an delwennig diaoulek; met pebezh chadennad soñjoù a voe lakaet da ziwanañ em spered! Amañ e oa un andon nevez a ditouroù diwar-benn Azeulerezh Cthulhu hag ivez ur brouenn eus gred e zalc'hidi, koulz war ar mor ha war an douar. Gant pe abegoù e oa bet broudet ar strollad hironed da c'hourc'hemenn d'an Emma souzañ a-dreñv pa oant o verdeiñ gant o idol euzhus? Penaos oa kont gant an enezenn dizanav ma oa marvet c'hwec'h den eus strollad an Emma, ha ma ne c'houle ket an ofiser Johansen komz diouti? Peseurt disoc'h en doa bet enklask an Amiraliezh ha petra oa bet gouezet e Dunedin a-zivout an azeulerezh noazus? Hag ar pep souezhusañ: peseurt liamm dreist-naturel a oa etre ar fedoù-se, ul liamm hag a roe bremañ hep mar ebet ur pouez ankenius d'an holl darvoudoù danevellet ken aketus gant ma eontr?

D'ar 1añ a viz Meurzh - pe d'an 28 a viz C'hwevrer hervez al linenn deiziad - en doa krenet an douar hag e oa tarzhet ur gorventenn. Eus Dunedin e oa loc'het an Alert hag e strollad heugus diwar-herr evel pa vijent bet galvet trumm, hag en tu all d'ar bed o doa hunvreet barzhed hag arzourien un iskis a gêr ramzel ha mouest tra ma stumme ur c'hizeller yaouank en e hun delwenn skrijus Cthulhu. D'an 23 a viz Meurzh e touaras strollad an Emma en un enezenn dizanav hag eno e varvas c'hwec'h den; ha dres d'ar c'houlz-se e teuas hunvreoù an dud santidik da vezañ spisoc'h ha skrijusoc'h, teñvalaet gant ar spont rak un euzhvil ramzel ha fallakr o heskinañ an hunvreerien, tra ma troe un tisavour da sod ha ma kroge ur c'hizeller da alteriñ a-daol-trumm! Ha petra soñjal eus ar gorventenn c'hoarvezet d'an 2 a viz Ebrel - dres d'ar c'houlz ma paouezas an dud da hunvreal er gêr vouest ha ma tiflipas Wilcox, dibistig-krenn, diouzh krabanoù an derzhienn? Petra soñjal eus kement-se holl - eus komzoù goloet Castro gozh diwar-benn an Henaourien islonket, bet ganet gwechall er stered, ha diwar-benn o rouantelezh da zont, o azeulerezh hag o mestroni war an hunvreoù? Daoust ha trantellañ a raen dirak un islonk a euzhusterioù kosmek dic'houzañvus da vab-den? Ma oa kont evel-se e oa sur a-walc'h euzhusterioù ar spered hepken rak an 2 a viz Ebrel a lakaas fin, e doare pe zoare, d'ar gourdrouz spouronus a oa krog da aloubiñ eneoù an dud.

En abardaez-se, goude un devezh tremenet o kas pellskridoù diwar herr hag o kemer diarbennoù, e kimiadis diouzh ma ostiz hag e pignis en treñ evit mont da San Francisco. Dindan ur miz e voen e Dunedin hag eno e komprenis e veze gouezet gwall nebeut a dra diwar-benn an azeulerien iskis o doa darempredet tavarnioù kozh ar porzh. Re voutin e oa astud ar porzhioù evit tennañ an evezh; met brudoù a rede koulskoude eus ur veaj graet gant an hironed-se e-kreiz an douaroù, ha dres d'ar c'houlz-se e oa bet klevet taboulinadennoù damvouget ha spurmantet flammoù ruz war an torgennoù er pellder. En Auckland e klevis e oa distroet Johansen eus Sidney, goude un atersadenn dibouez ha diefed, gant e vlev melen troet e gwenn; gwerzhet en doa, da c'houde, e genkiz er West Street ha distroet e oa gant e wreg da Oslo, e gêr c'henidik. Eus an darvoudoù strafuilhus bevet gantañ ne gontas ket d'e vignoned muioc'h eget ar pezh en doa kontet da ofiserien an Amiraliezh hag holl ar pezh a c'halljont ober oa reiñ din e chomlec'h e Oslo.

Goude-se ez is da Sydney hag e komzis, hep tamm gounid, gant martoloded ha gant izili eus lez-varn an Amiraliezh. Gwelet a ris, er Circular Quay e Sydney Cove, an Alert  gwerzhet bremañ hag aet da lestr-kenwerzh, met ne dennis titour ebet eus e gorf mut. An delwennig kluchet, gant he fenn-morgazh, he c'horf-aerouant, he askelloù skantek, hag he sichenn goloet a hiroglifoù, a oa bremañ e mirdi Hyde Park. He studiañ a ris pizh e-pad pell amzer hag e welis e oa an euzhadenn-se frouezh ul labour dispar-eston, un dra kozh-meurbet ha kevrinus, eus an hevelep danvez espar hag an delwenn vihanoc'h am boa gwelet gant Legrasse. Ur c'holl-skiant spontus e oa evit an douarourien, eme rener ar mirdi, rak sur e oant ne oa, war an douar, maen ebet heñvel ouzh hennezh. Gant ur skrijadenn e soñjis er pezh en doa lavaret Castro gozh da Legrasse diwar-benn an Henaourien; "Deut e oant eus ar stered ha degaset o doa o idoloù gante"

Lusket gant ur youl start ha n'am boa anavezet biskoazh, e ris ma soñj mont da Oslo da gavout an ofiser Johansen. Lestrañ a ris war-du Londrez, hag erruet eno e'z is diouzhtu gant ul lestr all betek kêrbenn Norvegia; hag un devezh Diskaramzer e tiskennis war ur c'hae kempennet-kaer e skeud an Egeberg. Ti-annez Johansen en em gave e kêr ar roue Harold Haardrada, er c'harter kozh hag en doa dalc'het d'an anv Oslo e-pad an holl gantvedoù ma oa bet treuzwisket al lodenn vrasañ eus ar gêr gant an anv Christiana. Ober a ris ar pennad-hent berr-se gant un taxi ha, ma c'halon o talmiñ, e skois ouzh dor un ti kozh kempenn ha naet gant un talbenn chiket. Ur vaouez gant un dremm drist, gwisket e du, a zigoras an nor. Disouezhet-bras e voen pa lavaras din en he brizh-saozneg ne oa ket mui Gustaf Johansen e buhez.

Ne oa ket chomet bev pell amzer goude e zistro, eme e wreg, rak brevet e oa bet gant an darvoudoù c'hoarvezet war vor e 1925. N'en doa ket lavaret dezhi muioc'h eget n'en doa lavaret d'ar re all met lezet en doa war e lerc'h un dornskrid hir - diwar-benn "poentoù teknikel" evel m'en doa lavaret - skrivet e saozneg, sur a-walc'h gant ar soñj d'he lakaat e-maez a riskl d'hen lenn. E-kerzh ur valeadenn dre ur vanell strizh nepell diouzh lenn-borzh Göteborg, e voe diskaret d'an douar gant ur pakad paperioù kouezhet eus prenestr ur solier. Daou vartolod eus India hen sikouras da sevel war e dreid, met a-raok d'ar c'harr-klañvdi erruout betek ennañ e oa marv. Ne c'hallas ket ar vezeien lavaret diwar betra e oa marvet ha lakaat a rejont e varv war gont ur c'hleñved kalon hag ur yec'hed bresk. Santout a ran bremañ, o sunañ ma nerzh, ur spont teñval ha na ziskrogo ket diouzhin keit ha na vin ket aet me ivez da repoz, pe "dre zarvoud" pe en un doare all. Goude bezañ kendrec'het an intañvez e oa bras a-walc'h ma anaoudegezh eus "poentoù teknikel" he gwaz evit reiñ din gwirioù war e zanevell, e kasis an dornskrid ganin hag e krogis d'hen lenn war al lestr am c'hase da Londrez.

Ur skrid eeunik ha digendalc'h e oa, frouezh strivoù ur martolod da skrivañ un deizlevr a-c'houdevezh ha da gaout koun, deiz-ha-deiz, eus e skrijus a veaj diwezhañ. Re amsklaer ha stambouc'het eo an danevell evit ma c'hallfen he addisplegañ ger evit ger, met kontañ a rin trawalc'h evit displegañ penaos e teuas trouz an houlennoù o skeiñ ouzh kostezioù al lestr da vezañ ken dic'houzañvus ma rankis stouvañ ma divskouarn gant tammoù ouet.

A-drugarez Doue ne ouie ket Johansen pep tra, evitañ da vezañ gwelet ar gêr hag ar Boud, met biken ken ne c'hallin-me kousket dinec'h gant ar soñj eus an euzhadennoù skoachet a-drek ar vuhez, koulz en amzer hag en egor, hag eus ar grouadurien villiget diskennet eus an hen-stered, hag a zo bremañ o hunvreal dindan ar mor, anavezet ha skoret gant dalc'hidi un azeulerezh braouac'hus prest ha pare d'o leuskel war ar bed kerkent ha ma teuio ur c'hren-douar da zibradañ o c'hêr ramzel en aer, dindan lagad an heol.

Kroget e oa beaj Johansen dres evel ma oa bet kontet gantañ d'an Amiraliezh. An Emma, lastret evel ma oa dleet, a oa loc'het eus Auckland d'an 20 a viz C'hwevrer ha ranket he doa reuziñ ouzh barradoù kreñvañ ar gorventenn savet da heul ar c'hren-douar hag en doa dibradet eus strad ar mor an euzhadennoù a aloube hunvreoù an dud. Deut adarre en e roud, e oa al lestr o vont fonnus war-raok pa voe harzet gant an Alert d'an 22 a viz Meurzh, hag e c'hallis santout pegen kerseet e oa an ofiser pa zeskrivas ar ganoliadeg hag ar peñse. Komz a rae gant braouac'h eus an azeulerien kroc'henet-rous a oa e bourzh an Alert. Kement a fallagriezh a oa enne ma oa tost da vat un dever o distrujañ hag en un doare eeun-kaer e tiskouez Johansen bezañ sebezet-bras gant an tamall a grizder graet dezhañ ha d'e strollad e-pad an enklask.   Neuze, poulzet gant ar c'hoant gouzout, e kendalc'hjont da verdeiñ dindan urzhioù Johansen el lestr skrapet gante, hag a-daol-trumm e weljont ur pezh peul maen o tont e-maez ar mor; hag e  47° 9' ledred Su ha 126° 43' hedred Kornôg e tegouezhjont war un aod fankek ha lec'hidek, gant ur mell savadur kiklopel gronnet a c'hlazid ha na c'halle bezañ nemet skeudenn vev ar braouac'h a waske ar bed - kêr-vered spouronus R'lyeh bet savet mil ha mil vloaz a-raok hon amzer gant ar stummoù ramzel ha rukunun diskennet eus ar stered teñval. Aze e oa sebeliet Cthulhu Veur hag e vandennad, kuzhet e bezioù gludek glas-gwer, o skignañ erfin, goude kelc'htroioù buhez diniver, soñjoù hag a hade spont e hunvreoù an dud santidik hag a c'hourc'hemenne d'ar feizidi mont da birc'hirinañ evit o dieubiñ hag adsevel o rouantelezh. Kement-se holl a oa dizanav da Johansen, met Doue oar ne voe ket pell a-raok gwelet trawalc'h!

D'am meno, ar pezh a zeue e-maez an dour ne oa nemet beg an unvaen a gurune ar c'hreñvlec'h euzhus ma oa beziet ennañ Cthulhu Veur. Ha pa soñjan en ec'honderioù divent o virviñ marteze dindan c'horre ar mor, e teu c'hoant din d'en em lazhañ war an taol. Chom a reas Johansen hag e wazed abafet dirak meurded kosmek ar gêr dourasennek-se savet gant hen-speredoù, ha kompren e rejont sur a-walc'h dre anien ne oant ket dirak un dra eus ar bed-mañ nag eus ur bed kempouez all. Kement linenn eus an dezrevell braouac'hus skrivet gant an eil-ofiser a ziskuilh fraezh pebezh spouron a voe santet dirak mentoù dreist-kredenn an tolzadoù mein arwer, uhelder mezevellus an unvaen kizellet hag ar gerentiezh saouzanus etre an delwennoù ramzel hag ar skeudenn iskis kavet en ur c'hasedig war an Alert.

Hep gouzout netra diouzh an dazontouriezh, e teu Johansen tost dezhi pa gomz eus ar gêr ramzel, rak e-lec'h deskrivañ frammadurioù pe savadurioù resis ne ra nemet randonenniñ war santadurioù dispis roet gant kornioù divent ha tachennoù ec'hon goloet a vein - tachennoù kalz re vras evit tennañ d'un dra reizh pe zereat eus ar bed-mañ, ha saotret-holl gant skeudennoù ha hieroglifoù euzhus. Menegiñ a ran e gomzoù diwar-benn ar c'hornioù dre m'o deus degaset soñj din eus ar pezh am boa klevet digant Wilcox a-zivout e hunvreoù skrijus. Lavaret en doa e oa direizh mentoniezh al lec'h gwelet gantañ en e hunvre, ur ventoniezh aneuklidel, un arvest rukunus eus sferoù ha mentoù disheñvel a-grenn diouzh hor re. Ha setu m'en doa merzet ur martolod dizesk an hevelep santadurioù dirak ur wirvoudenn spontus.

Johansen hag e strollad a zouaras war un diribin fankek eus ar gorre-kêr ramzel-se ha kregiñ a rejont da bignat ruz-diruz a-hed ar pikol tolzadoù mein lec'hidek ha na c'hallent ket bezañ bet skalieroù evit tud varvel. An heol zoken a seblante torgammet pa veze gwelet a-dreuz an aezhennoù kreizspegus a strinke eus an hudurnez islonket-se, leun a c'hourdrouz hag a anken o spiañ e gwask ar vein benet hag a ziskoueze ur stumm kleuz d'an eil taol-lagad, goude bezañ diskouezet ur stumm keinek d'ar c'hentañ sell.

Ur santad tost-kar d'ar spont a grogas en holl furcherien daoust ma n'o doa gwelet c'hoazh nemet ar vein, al lec'hid hag ar fall-louzoù. Pep hini a vije tec'het kuit pa n'en dije ket bet aon da vezañ disprizet gant ar re all, ha n'eo ket a galon laouen e stagjont da glask - en aner, evel ma ouzomp bremañ - un dra bennak da gas gante e koun eus o zroiad. Ar Portugalad Rodriguez a bignas betek troad an unvaen hag a huchas evit reiñ da c'houzout petra en doa kavet. Ar peurrest eus ar strollad a bignas war e lerc'h hag an holl a sellas gant souezh ouzh ar pikol dor ma oa kizellet warni, en izelvos, an aerouant-morgazh anavezet-mat bremañ. Heñvel e oa, hervez Johansen, ouzh dor ur c'hraou; an holl a gomprenas e oa un nor abalamour d'ar gourin, d'an treuzoù ha d'ar postoù rikamanet, met ne oant ket evit gouzout penaos e oa bet marc'het: a-led evel dor un toull-trap, pe a-serzh evel dor diavaez ur c'hav. Evel m'en dije lavaret Wilcox, al lec'h-se a oa direizh e ventoniezh. Ne c'halle hini ebet bezañ sur e oa gorre ar mor hag an douar a-blaen ha setu ma seblante lec'hiadur pep tra all kemm-digemm evel en un hunvre.

Pouezañ a reas Briden war ar maen e meur a lec'h, hep disoc'h. Neuze e tastornas Donavan e erien en ur bouezañ war bep takad, unan-hag-unan, a-feur ma'z ae war-raok. E-pad hir amzer e pignas a-hed ar maen kizellet ken droch - da lâret eo, pignat a vije bet ar ger reizh ma vije bet anat ne oa ket marc'het an nor-se a-led - hag ar re all a glaske kompren penaos e c'halle un nor eus ar bed-mañ bezañ ken ec'hon. Neuze, gorrek-gorrek ha goustad, e krogas ar gourin-dor ramzel da fiñval war-du an diabarzh ha gwelet a rejont e oa kempouez.

Donavan a risklas, pe en em vountas d'an traoñ a-hed ar post betek e geneiled ha neuze e welas an holl ar pikol dor gant he c'hizelladur skrijus oc'h ober ur souzadenn iskis. Evel en ur c'hengereg torgammet stultennus e fiñve a-veskell en un doare amreizh, ken ma seblante holl reolennoù ar materi hag an diarsell bezañ eilpennet.

Du e oa an digor, beuzet en un denvalijenn tost da vat fetis. Met un dra vat e oa, rak an denvalijenn-se a guzhe lodennoù 'zo eus ar mogerioù diabarzh hag a vije deut war wel a-hend-all, hag evel ur moged bet kraouiet e-pad milvedoù ha milvedoù, e strinkas er-maez hag e vouchas lagad an heol a-raok steuziañ war askelloù kroc'hennek flap-diflap e-barzh an oabl koazhet ha gwariet. Dic'houzañvus e oa ar c'hwezh a save eus an donderioù nevez-digoret ha goude ur predig e klevas Hawkins, tanav e skouarn, un trouz heñvel ouzh ur saflik doñjerus o tont eus an traoñ. An holl a selaouas, hag o selaou e oant c'hoazh pa zeuas war wel, landrammus ha gludek, an Dra hag a silas a-dastorn, dre doull teñval an nor, e zivent a gorf glas-gwer ha gludek en aer saotret ar gêr binimus ha foll.

Darbet e voe da zorn ar paourkaezh Johansen chom sac'het pa skrivas an dra-se. War a grede dezhañ, eus ar c'hwec'h martolod na dizhjont morse al lestr e varvas daou gant ar spont dres d'ar c'houlz milliget-se. Ne c'hall ket an Dra bezañ deskrivet - n'eus yezh ebet gouest da daolenniñ ur weledigezh ken ambreek ha ken yud deut eus donder an amzerioù, ur weledigezh hag a eilpenn en un doare euzhus ar materi, an nerzhioù hag urzh an egor. Ur menez o vale pe o horellañ. Ma Doue! N'eo ket souezh e vije bet kollet e skiant gant un tisavour bras e penn all ar bed hag e vije bet ar paourkaezh Wilcox oc'h alteriñ gant an derzhienn d'ar mare gwiridik-se. An Dra skeudennet gant an idoloù, an euzhvil glas-gwer ha gludek dislonket gant ar stered a oa dihunet evit goulenn e lod. Ar stered a oa adarre en o flas reizh hag ar pezh a oa bet c'hwitet, en desped d'o strivoù, gant dalc'hidi ur gredenn gwriziennet en amzerioù kozh-meurbet, a oa bet sevenet dre zegouezh gant ur strollad martoloded dibourvez. Goude milionoù ha milionoù a c'hantvadoù e oa Cthulhu Veur en e frankiz adarre, sorc'hennet da walc'hañ e c'hoantoù.

Hep n'o dije bet amzer da dreiñ o c'hein e voe paket tri den gant e grabanoù spoueek. Doue da reiñ dezhe ar peoc'h ma'z eus ur peoc'h en Hollved. Ar re-se oa Donavan, Guerrera hag Angstrom. Tra ma oa an tri all o karzhañ pennfollet etrezek al lestr a-dreuz un aridennad diziwezh a reier goloet-holl gant un drouskenn c'hlas, e rampas Parker ha touiñ a ra Johansen e voe lonket gant korn ur voger ha na zleje ket bezañ bet eno; ur c'horn lemm e oa, met gant an hevelep perzhioù hag ur c'horn tougn. Ne voe tizhet ar vag nemet gant Briden ha Johansen hag a roeñvas a-lazh-korf etrezek an Alert tra ma ruilhe an euzhvil ramzel d'an traoñ a-hed ar reier gludek; neuze e termas hag e chomas da foutouilhat war ribl an dour.

Ne oa ket bet lezet holl aezhenn ar c'heflusker da vervel p'en doa kuitaet ar strollad al lestr evit mont d'an aod; hag a-barzh un nebeud amzer, goude ur monedone birvilhus etre rod ar stur ha kambr ar mekanikoù e c'hallas an Alert loc'hañ. Goustad, e-touez euzhadennoù torgammet an arvest didaolennus-se e krogas al lestr da ribotat an dour marvus; e-keit-se, war vogeriezh ar garnel arvorek-se ha na oa ket eus ar bed-mañ e oa an Dra ramzel deut eus ar stered o c'hlaourenniñ hag o satouilhat evel Polifemos o villigañ lestr Odysseüs pa oa o tec'hout. Neuze, hardishoc'h eget ar Gikloped vojennel e riklas Cthulhu Veur en dour hag e krogas da heuliañ al lestr en ur skeiñ gant un nerzh kosmek taolioù hag a lakae ar gwagennoù da sevel. Briden a reas ur sell a-dreñv hag a gollas e benn; leuskel a reas ur c'hoarzhadenn skiltr, ha goude-se e talc'has da c'hoarzhin a-vareadoù betek ma teuas ar marv warnañ un noz en e gambr tra ma oa Johansen o kantren paket gant an ambren.

Met Johansen n'en doa ket kollet kalon c'hoazh. Dre ma ouie e vije sur-mat adtapet an Alert gant an Dra ma ne vije ket bras a-walc'h gwask an aezhenn e lakaas, broudet gant an dizesper, ar c'heflusker da dreiñ gant an tizh uhelañ ha ken buan hag ul luc'hedenn e redas d'ar pont evit treiñ ar stur ha cheñch bourzh. Un drovorenn greñv hag eonennek a freuzas gorre an dour binimus ha pa oa an aezhenn o sevel uheloc'h-uhelañ e sturias an Norvegiad dispont e lestr a-benn d'ar boud gludek a oa o redek war e lerc'h en ur wintañ e gorf evel staoñ ur galion diaoulek a-us d'an eon saotret. Ar penn-morgazh euzhus gant e vrec'hioù o widilañ a oa erru tost-tre d'ar wern-valouin, met Johansen a zalc'has divrall da gas al lestr war-raok. Neuze e tregernas evel trouz ur c'hwezhigell o tarzhañ, ez en em ledas war an dour ur vouilhenn heugus, evel pa vije bet flastret ur pesk-kousker, e savas ur flaer hag a seblante dont eus mil bez digoret war un dro, ha klevet e voe ur son ha na voe ket gouest an daneveller da lakaat war baper. E-pad ur predig e voe saotret al lestr gant ur goumoulenn arwer put ha dallus ha neuze ne voe gwelet nemet ur bourbouilh binimus en-dro d'an aros e-lec'h ma oa - ma Doue benniget! - an euzhvil hep anv deut eus ar stered oc'h adframmañ e zismantroù strewet hag oc'h adkavout e stumm orin rukunus tra ma pellae an Alert buanoc'h-buanañ a-feur ma kreske nerzh an aezhenn.

Ne voe tra ken. Goude-se ne reas Johansen nemet malañ soñjoù diwar-benn an idol kavet en e gambr hag aozañ un tammig boued evitañ hag evit ar paourkaezh foll o c'hoarzhin en e gichen. Ne glaskas ket mui bleniañ al lestr goude e dec'hadenn, rak an taol-kaer-se en doa laeret digantañ ul lodenn eus e ene. Neuze e teuas korventenn an 2 a viz Ebrel hag ul latarenn a c'holoas e emskiant. Chom a reas gantañ an eñvor eus un droidelladenn dasmantel a-dreuz islonkoù liñvel an didermen, eus marc'hekadennoù mezevennus war lost ur steredenn a-dreuz bedoù horjellus hag eus un heuliad lammoù diroll a gase-digase eus deun ar c'hondon betek al loar hag eus al loar d'ar c'hondon; ha kement-se holl eilet gant risignadegoù kor an Henaouerien distrantell ha godisus, ha c'hoarzhoù goapaüs an diaouled glas-gwer difluket eus an Tartaros war o askelloù logod-dall.

Da heul an hunvre-se e teuas ar salvidigezh - ar Vigilant, lez-varn an Amiraliezh, straedoù Dunedin hag un hir a veaj evit distreiñ d'ar gêr d'an ti kozh e-skeud an Egeberg. Ne c'hallas ket komz eus e walldro rak tremenet e vije bet da foll. A-raok mervel e skrivas ar pezh a ouie met ne zlee ket e wreg gouzout an doare. Un drugar e vefe ar marv ma c'hallfe diverkañ an eñvorioù.

Setu ar pezh a lennis ha lakaet em eus bremañ an teul er c'hasedig staen, e-kichen an izelvos ha paperioù ar c'helenner Angell. Hag ennañ e lakain ivez an danevell am eus skrivet-me gant ar riskl da goll ma skiant-vat; kenstrollet ez eus enni elfennoù ha na vint morse, spi am eus, kenstrollet adarre. Taolet em eus ma selloù war holl euzhadennoù a c'hall bezañ kavet er bed-holl ha zoken oabl an Nevezamzer ha bleunioù an Hañv zo deut goude-se da vezañ evel binim evidon. Met ne gred ket din e vo hir ma buhez. Evel ma eontr, evel ar paourkaezh Johansen e tremenin me ivez. Re a draoù a ouzon ha bev eo c'hoazh an azeulerezh.

Bev eo Cthulhu ivez, 'm eus aon, distroet d'ar c'hav-bez maen ma'z eo bet gwarezet ennañ abaoe amzerioù kentañ an heol. Ur wech c'hoazh eo bet beuzet e gêr villiget gant ar mor rak tremenet eo ar Vigilant dre eno goude korventenn miz Ebrel; met e azeulerien war an douar a zalc'h, e lec'hioù distro, da youc'hal, da yudal ha da lazhañ en-dro da beulvanoù kurunet gant e skeudenn. Trapet eo bet sur-mat en e islonk teñval pa oa e gêr o sankañ er mor rak a-hend-all e vije klevet bremañ ar bed a-bezh o tregerniñ gant yudadennoù an dud trevariet gant ar spont. Piv oar penaos ez echuo an abadenn? Ar pezh a zo savet a c'hall kouezhañ hag ar pezh a zo kouezhet a c'hall sevel adarre. Gortoz a ra an euzhadenn en ur hunvreal en donderioù an islonk hag emañ skeud an distruj o plavañ a-us da gêrioù digempouez mab-den. Un amzer a zeuio - nann... ne c'hallan ket, ne vennan ket soñjal en dra-se! Hag e ken kaz ma ne chomfen ket bev goude bezañ peurskrivet an danevell-mañ, e pedan evit ma vo sevenerien ma zestamant fur a-walc'h d'ober e doare ma ne gouezho biken lagad un den all warni.