Ti an dremenvan

Luigi Pirandello

Troet diwar an italianeg gant Françoise Lermen

 

Ar gweladenner, en ur antren, en doa lavaret a-dra-sur e anv; met treuzkomprenet pe ankounac'haet e oa bet gant ar vorianez kozh posles deut da zigeriñ an nor evel ur varmouzez e tavañjer; hag abaoe tri c'hard eur ma oa en ti sioul-se, e oa deut da vezañ, hep anv ebet ken, "un aotrou o c'hortoz du-se".

"Du-se" a dalveze kement hag er saloñs.

En ti, ne oa hini ebet estreget ar vorianez-se, aet moarvat da glask repu er gegin; ha ken bras e oa ar sioulder ma c'halled klevet fraezh, o tont marteze eus ar sal-debriñ, tik-tak goustad un horolaj kozh o tasseniñ en holl gambroù all evel un heklev eus talmoù kalon an ti; hag an arrebeuri en holl gambroù all, zoken er c'hambroù pellañ, arrebeuri uzet met kempenn, fentus un tammig gant o neuz diamzeret, a seblante bezañ o selaou, sur ma oant ne zeuje morse kemm ebet en ti-se hag e chomjent da viken evel ma oant, hep netra d'ober nemet bamiñ pe trueziñ an eil ouzh egile, pe gwelloc'h c'hoazh, morediñ.

An arrebeuri, dreist-holl ar re gozh, o deus un ene deut dezhe diwar eñvorioù an ti ma'z int chomet ennañ ken pell amzer. Trawalc'h eo, evit merzout an dra-se, lakaat ur pezh arrebeuri nevez en o zouez.

Ur pezh arrebeuri nevez n'en deus ene ebet c'hoazh, met mann nemet abalamour ma'z eo bet dibabet ha prenet, e verv gant ar c'hoant da gaout unan.

Ha diouzhtu e sell an arrebeuri kozh a-dreuz outañ: setu eñ lakaet e renk un estren lorc'hus, diouiziek c'hoazh war bep tra ha na c'hall eta lavaret netra; ha piv oar peseurt touelloù emañ-eñ o vagañ e-keit-se. An arrebeuri kozh, avat, ne vagont ket mui touelloù ha setu perak ez int ken trist: gouzout a reont e teu an eñvorioù da steuziañ gant an amzer, ha da heul an eñvorioù e steuz ivez o ene tamm-ha-tamm; rak-se e chomont aze evel ma'z int, dislivet o danvez ma'z int bourellet ha dilufr o gorre ma'z int e koad.

Ma chom c'hoazh, dre zichañs, un eñvor bennak ha na vez ket kavet plijus, setu-int en arvar da vezañ reputuet.

Ar gador-vrec'h kozh-se, da skouer, a vez leun a c'hlac'har pa wel ar bernioùigoù poultrenn dastumet gant an tartouzed war an daolig staliet a-dal dezhi ha ken karet ganti. Re bounner eo hi, hag hen gouzout a ra; gouzout a ra ivez pegen gwan eo he favioù berr, dreist-holl he daou bav a-dreñv; aon he devez da vezañ paket dre he c'hein ha stlejet pelloc'h; gant an daolig a-dal dezhi en em sant gwarezet; ha ne fell ket dezhi e vefe disleberet gant an tartouzed, rak ar bernioùigoù poultrenn droch dastumet warni a ro un neuz truezus d'an daolig hag a c'hallfe, en abeg da se, bezañ skarzhet kuit ha kaset d'ar solier.

An holl soñjoù hag evezhiadennoù-se a zeue war spered ar gweladenner dianav ankounac'haet er saloñs.

Damveuzet e sioulder an ti m'en doa dija kollet ennañ e anv, e seblante bremañ koll ivez e bersonelezh evit dont da vezañ unan eus ar pezhioù arrebeuri m'en em sante ken kar dezhe e-keit ma oa o selaou gant aked tik-tak goustad an horolaj hag a zeue fraezh betek ennañ, er saloñs, dre wask an nor damzigor.  

Korfet-strizh evel ma oa, e oa kollet e-barzh ar gador-vrec'h vras e voulouz ruz-mouk ma oa aet da azezañ enni. Ha kollet e oa ivez e-barzh an dilhad a oa en-dro dezhañ. Ret e oa, koulz lavaret, klask e zivrec'hig hag e zivharig sanket e-barzh e vilginoù hag e vragez. Ne oa anezhañ nemet ur penn moal gant daou lagad lemm ha ur vourrennig-razh.

Mestr an ti, hag en doa e bedet d'ober ur gwel dezhañ, en doa sur a-walc'h disoñjet e bedadenn; hag an denig en doa goulennet meur a wech outañ e-unan ha droed en doa c'hoazh da chom aze d'e c'hortoz pa oa tremenet, abaoe pell amzer, an eur merket evit an emgav.

Met bremañ ne oa ket mui o c'hortoz mestr an ti. Padal, ma vije erruet hemañ a-benn ar fin, e vije bet displijet.

Aze, toueziet gant ar gador-vrec'h ma oa azezet enni, e zaoulagadig lemm ha difiñv karget gant un anken o vont tamm-ha-tamm war greskiñ en ur droc'hañ e alan dezhañ, e c'hortoze un dra all, un dra spontus: ur griadenn o tont eus ar straed, ur griadenn o tegemenn dezhañ marv unan bennak; marv unan eus an holl re a yae hag a zeue gant ar straed, gwazed, merc'hed, tud yaouank, tud kozh, krennarded, ma save o boubou betek ennañ en nec'h, un tremeniad hag a zegouezhje dezhañ en em gavout d'ar c'houlz vat dindan prenestr ar saloñs-se er pempvet estaj.

Ha kement-se holl abalamour ma oa antreet er saloñs, dre wask an nor damzigor, hep ober zoken van outañ, ur mell kazh louet hag a oa sailhet en ul lamm war rizenn ar prenestr digor.

E-touez an holl loened, ez eo ar c'hizhier hag a ra an nebeutañ a drouz. Ne c'halle ket un ti ken leun a sioulder bezañ digazh.

War hirgarezenn glas-oabl ar prenestr, en em skeudenne ur podad bleuñv-nadozioù ruz. Al liv glas-oabl, da gentañ sklaer ha flamm, a oa deut tamm-ha-tamm da dennañ war ar glas-mouk evel pa vije bet flouret gant ur skeud bet c'hwezhet eus a-bell gant an abardaez hag a zalee c'hoazh da zont.

Ar gwennilied o nijal-dinijal a-vandennadoù, evel pennfollet gant sklêrijenn diwezhañ an deiz, a laoske a-vareadoù kriadennoù skiltr-meurbet hag en em strinke ouzh ar prenestr evel p'o dije bet c'hoant da zifoupañ er saloñs; met kerkent hag erru war ar rizenn e tec'hent kuit. An holl avat ne dec'hent ket. Bep gwech e chome unan bennak hag a yae d'en em vountañ dindan ar rizenn, ne ouie den na penaos na perak.

Broudet gant ar c'hoant gouzout a-raok c'hoazh ma vije deut ar c'hazh e-barzh, e oa aet an den betek ar prenestr ha goude bezañ bountet ar podad bleuñv-nadozioù un tammig a-gostez, e oa en em lakaet da arvestiñ gant ar spi da gavout un displegadenn: hag evel-se en doa dizoloet ur c'houblad gwennilied deut d'ober o neizh dres dindan rizenn ar prenestr-se.

Bremañ, an dra spontus oa hemañ: eus an holl dud a yae hag a zeue gant ar straed, beuzet en o soñjoù hag o frederiadennoù, ne oa hini ebet hag a c'halle soñjal en un neizh ispilhet dindan rizenn ur prenestr e pempvet estaj unan eus an tiez niverus a oa er straed, nag en ur podad bleuñv-nadozioù staliet war ar rizenn-se, nag en ur c'hazh o chaseal an div wennili eus an neizh-se. Ha nebeutoc'h c'hoazh e c'halle ar c'hazh soñjal en holl dud a dremene war ar straed dindan ar prenestr; souchet e oa bremañ a-drek ar podad bleuñv hag a roe goudor dezhañ; a-vec'h eo ma fiñve e benn evit heuliañ, gant e zaoulagad goullo paret war an oabl, nijadeg ar vandennadoù gwennilied hag a grie, en ur dremen dirak ar prenestr, mezvet gant an aer hag ar sklêrijenn; ha bewech ma tremene ur vandennad all, e fiñve un disterig beg e lost bouk, prest da bakañ, gant e grabanoù skilfek, an hini gentañ eus an div wennili a zeuje d'en em vountañ en neizh.

An den, avat, hag eñ hepken, a ouie e vije trawalc'h d'ar c'hazh stekiñ ouzh ar podad bleuñv-nadozioù evit ma kouezhje hemañ d'an traoñ war benn unan bennak; div wech dija e oa bet dilec'hiet ar pod gant fiñvoù trumm ar c'hazh; bremañ e oa hogozik war bevenn ar rizenn; hag eñ, gant an ankeniet ma oa, ne c'halle ket mui tennañ e alan, ha war e glopenn e pizenne melloù takennoù c'hwezenn.

Ken diaes e kave gortoz evel-se, ma oa deut war e spered ar soñj diaoulek da vont d'ar prenestr war e nañvig, en e zaoubleg ha gant ur biz astennet, evit reiñ d'ar pod an taol-bount diwezhañ, hep gortoz ma vije graet gant ar c'hazh. Forzh penaos, d'an disterañ stokadennig all, e c'hoarzvezje an dra hep mar ebet.

Ne oa netra d'ober.

Er stad ma oa bet lakaet enni gant sioulder an ti-se, ne oa ket mui un den. Deut e oa da vezañ ar sioulder e-unan, muzuliet gant tik-tak goustad an horolaj. Deut e oa da vezañ an arrebeuri-se, testoù mut ha difrom, amañ el laez, d'ar gwalleur a oa war-nes c'hoarvezout en traoñ, war ar straed, hep gouzout dezhe. Hen gouzout a rae-eñ, met dre zegouezh hepken. Ne zleje ket bezañ chomet keid-all en ti-se. Bez' e c'halle soñjal ne oa mui hini ebet er saloñs ha soñjal ivez e oa goullo ar gador-vrec'h ma oa evel staget warni gant nerzh-teogiñ an tonkadur ispilhet a-us da benn un den dizanav, hag o c'hedal war rizenn ar prenestr-se.

Aner e oa e lakaat-eñ tal-ouzh-tal gant an tonkadur-se, gant ar c'hengej naturel etre ar c'hazh, ar podad bleuñv-nadozioù hag an neizh gwennili.

Ar podad bleuñv a oa aze dres evit bezañ lakaet war ziskouez er prenestr-se. M'en dije hen tennet kuit evit mirout na c'hoarvezeje ur gwalleur, en dije miret ouzh ar gwalleur da c'hoarvezout hirie; warc'hoazh he dije adlakaet ar vorianez kozh ar podad bleuñv en e blas war ar rizenn: dres abalamour ma oa ar rizenn al lec'h gouestlet dezhañ. Hag ar c'hazh, pa vije bet kaset kuit hirie, a vije distroet warc'hoazh evit chaseal an div wennili.

Tu ebet da ziarbenn an dra-se.

Setu, bountet e oa bet ar pod pelloc'h c'hoazh; balirañ a rae dija hogozik treuz ur biz en tu all da vevenn ar rizenn.

Eñ ne c'hallas ket padout pelloc'h; tec'hout a reas. Ha tra ma oa o tiskenn d'an daoulamm ruz gant ar skalier, e teuas d'e spered, ken prim hag ul luc'hedenn, ar soñj ez erruje e koulz evit resev war e benn ar podad bleuñv-nadozioù hag a oa, dres d'an ampoent, o kouezhañ diwar bord ar prenestr.


Copyright©2015-2016 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh (all rights reserved).
www.dikhadak.eu