Diskar Ti Usher  

Edgar Allan Poe

Troet diwar ar saozneg gant Françoise Lermen

An Hurlink (The Nightmare) gant J.H. Füssli

Son coeur est un luth supendu;
Sitôt qu'on le touche il résonne. - De Béranger

(Ul lud a-ispilh eo e galon
Kerkent ha stoket outi e tasson)

E-pad un devezh digar, teñval ha sioul e diskar ar bloaz, ma oa ar c'houmoul o tivilhañ izel ha mac'hus diouzh an oabl, e oan bet o treuziñ war varc'h, ma-unan-penn, ur c'hontre kañvaouüs-eston; en diwezh, tra ma hirae skeudoù an abardaez, en em gavis a-wel da Di melkonius ar Re Usher. N'ouzon ket petra a c'hoarvezas, met diwar ar sell kentañ a daolis war ar savadur e voe intret ma spered gant un dristidigezh dic'houzañvus. Dic'houzañvus a lavaran, rak an dristidigezh-se ne oa e nep doare skañvaet gant ar santadoù barzhonius, ha dre-se damblijus, a vroud alies ar spered da zegemer betek an teñvalañ skeudennoù eus an doan pe ar spouron. Sellet a ris ouzh ar gwel astennet dirazon -- ouzh an ti e-unan hag ouzh ardremez rik an domani -- ouzh ar mogerioù krignet gant ar pevar amzer -- ouzh ar prenestroù re-bar da boulloù-lagad goullo -- ouzh un toullad bodoù broen -- ouzh un nebeud kefioù gwez gwenn o vreinañ... ha gwasket e voe ma askre gant ur glac'har kriz ha na c'hallan keñveriañ gant nep santad all er bed gwelloc'h eget gant an hini a verk dibenn-huñvre ur ribouler diwar opiom --  e zistro c'hwerv d'ar vuhez pemdeziek, pa wel gant braouac'h ar ouel o tifregañ. Sklaset e oa ma c'halon gant an heug hag an doñjer, ha morzet ma spered gant un enkrez didrec'hus ha na c'hallen ket, gant holl nerzh ma faltazi zoken, treuzneuziañ en un dra uhel ha meur. Petra a oa -- chom a ris a-sav evit soñjal ervat -- petra a oa o stignañ ma nervennoù dirak arvest Ti ar Re Usher? Ur c'hevrin dizisklêrius a-grenn e oa; ha me dic'houest da stourm ouzh ar froudad soñjezonoù dispis a ziruilhe warnon tra ma oan o prederiañ. Setu ma voe ret din tremen gant un displegadenn skort ha diglok: hep mar ebet, a soñjis, ez eus traoù naturel eeun-kenañ hag o devez galloud da skeiñ war hor spered p'en em gavont kenstrollet, met kement prederiadenn war doare ar galloud-se hor c'hasfe buan da stekiñ ouzh bevennoù hor meiz. Moarvat, a soñjis c'hoazh, e vefe trawalc'h renkañ elfennoù an arvest, munudoù an daolenn, en ur mod disheñvel evit kemmañ, pe, marteze, distrujañ levezon drastus ar gwel. Ha lusket gant ar mennozh-se e renis ma marc'h betek briennoù serzh ur stank du ha divoull, astennet lufrus ha difiñv a-dal d'an ti-annez; neuze, gant ur grenienn ankeniusoc'h c'hoazh eget a-raok, e taolis ma selloù d'an traoñ war skeudenn adstummet hag eilpennet ar bodoù broen louet, ar c'hefioù gwez dirañvet hag ar prenestroù heñvel ouzh poulloù-lagad goullo.

Daoust da gement-se holl e oan mennet da dremen un toullad sizhunioù er maner melkonius-se. E berc'henn, Roderick Usher, a oa bet ur c'heneil mat din en amzer ma yaouankiz; hogen, meur a vloaz a oa aet e-biou abaoe ar wech diwezhañ ma oamp bet en em gavet an eil gant egile. Ul lizher, evelato, am boa bet nevez 'oa digantañ, ha me pell-mat en ur c'horn all eus ar vro; ul lizher ken taer ha ken endalc'hus ma oa sklaer din e ranken mont da reiñ ma-unan ur respont dezhañ. Ar skrid a zouge merkoù anat ur strafuilh bras. Ar skriver a rae anv eus ur c'hleñved-korf en e washañ -- eus ur c'hleñved nervennoù o voustrañ e spered -- hag eus e c'hoant d'am gwelet, me e wellañ keneil, hag e gwirionez e vignon nes nemetañ, gant ar spi e teuje, diwar ar blijadur d'en em gavout ganin, un tamm gwellaenn d'e yec'hed. E zoare da zisplegañ din an holl draoù-se, ha kalz traoù all ouzhpenn -- ar merk eus e lusk-kalon manet war e lizher -- a vire ouzhin da chom en entremar; ha setu ma asantis hep termal d'ar pezh a oa, d'am meno, ur gouviadenn gwall iskis.

Daoust pegen tost e oamp bet an eil ouzh egile pa oamp krennarded, ne ouien, e gwirionez, nemet nebeut a dra diwar-benn ma c'heneil. E emzalc'h boas a oa bet atav sioul betek re. Gouzout a raen, evelato, e oa eus ur familh kozh-douar, anavezet abaoe ur viken evit he zemz-natur kizidik-meurbet deut war-wel a-hed an amzerioù e meur a oberenn arzel dibar, hag en em zispaket diwezhatoc'h e oberoù a drugarez niverus, sevenet gant kement a largentez hag a sioulder; un temz-natur anataet ivez dre ur garantez divuzul evit ar sonerezh, abalamour marteze da luziadelloù an arz-se kentoc'h eget en abeg d'e gaerderioù digemmesk, aes da verzout. Kel am boa klevet ivez eus un dra heverk: diwar gouenn ar re Usher, ha hi enoret a-holl-viskoazh, ne oa diwanet morse, e nep mare, un eilskourrad padus. E gerioù all, ar familh a-bezh a ziskenne diwar an hevelep lignez, ul lignez bepred eeun, war-bouez un nebeud direizhadennoù a netra atav berrbad. Marteze, a soñjis, ha me o prederiañ war an unvaniezh peurvat etre doare an andred hag anien an dud ha war al levezon a c'hallje an daou dra-se bezañ kemeret an eil war egile a-hed ar c'hantvedoù -- marteze, e oa an diouer a  skourradoù kenstur ha, da heul, ar boaz da dreuzkas ouzh-eeun, a dad da vab, an danvez hag an anv hag a oa kiriek d'un heñvelidigezh ken klok etre an dud hag o lec'h-annez, ma oa bet enteuzet anvadur orin an domani en anv espar hag amsteriek: ”Ti Usher”. Un anv hag a dalveze, e spered ar beizanted a rae gantañ, koulz evit ar familh hag evit hec'h annez.

Hen lavaret em eus, gant an amprouadenn un tammig bugelel am boa graet -- gant ar sell am boa taolet e-barzh ar stank -- n'em boa tizhet nemet un dra: donaet e oa bet ar santad iskis a oa krog ennon adal an deroù. Emskiantek e oan eus emled buan ma brizhkredennoù -- perak ne rafen ket gant ar ger-se? -- hag hep mar ebet e oa an emskiant-se end-eeun hag a rae dezhe gounit tachenn buanoc'h c'hoazh. Sed amañ, evel ma ouien abaoe pell amzer, ar reolenn diboell heuliet gant an holl santadoù diwanet diwar ar spont. Marteze, abalamour da se end-eeun, e oa tarzhet em fenn ur mennozh iskis p'am boa tennet ma selloù a-ziwar skeudenn an ti melezouret er stank evit o farañ adarre war an ti e-unan -- ur mennozh ken droch e gwirionez, ma ne ran meneg dioutañ nemet evit diskouez pegen kreñv e oa nerzh ar santadoù a oa o waskañ ma askre. Kement a herr am boa lezet gant ma faltazi ma soñje din, evit gwir, e oa gronnet an ti hag an domani gant un aergelc'h ha na oa o ren nemet en-dro dezhe hag en o ardremez -- un aergelc'h ha na denne ket da aer an oabl, savet ma oa eus ar gwez o vreinañ, eus ar mogerioù louet hag eus ar stank sioul -- un aezhenn flaerius ha hud, divoull, lizidour, displann, liv ar plom warni.

Hejañ a ris diwar ma spered ar pezh na c'halle bezañ nemet un huñvre hag e stagis da sellet pishoc'h ouzh arvez gwirion ar savadur. Perzh pennañ an ti a seblante bezañ e zoare diamzeret a-grenn. Bras e oa bet reuz an amzer war al livioù, diverket-holl a-hed ar c'hantvedoù. Louedennoù munut, strewet war ar mogerioù, a yae d'ober ur wiadenn fin ha rikamanet, istribilhet ouzh rizenn an doenn. Kement-se, evelato, ne oa ket sin eus un distruj divuzul. Mogerenn ebet ne oa diskaret hag un dislavar iskis a oa etre stuz kempouez ar savadur dre vras ha stad fall pep hini eus e vein o vont e bruzun. Meur a dra en daolenn a rae din soñjal e fals-anterinded ar c'hoadajoù kozh lezet da vreinañ e-pad bloavezhioù hir en ur c'hav dizarempred, gwaskedet diouzh aer an diavaez. Koulskoude, war-bouez ar merkoù-se eus un dismantr oc'h en em astenn, ne seblante ket ar savadur bezañ en arvar da gouezhañ en e boull. Marteze, gant lagad lemm un den aketus, e vije bet diskoachet, war talbenn an ti, ur frailh moan, a-boan merzus, hag a rae e hent a-gammigelloù eus an doenn betek an traoñ, a-raok mont d'en em goll e doureier dic'hras ar stank.

An traoù-se a verzis en ur gerzhet a-hed ar chaoser berr a gase d'an ti. Eno e voe kemeret ma marc'h gant ur mevel, hag ez is tre, dindan bolzioù gotek ar raksal. Ul lakez, prim ha didrouz e gammedoù, am c'hasas dilavar, dre meur a drepas teñval ha luziet, betek kambr-studi e vestr. Gant un darn vras eus ar pezh a welis war ma hent e voe kreñvaet c'hoazh -- n'ouzon ket penaos -- ar santadoù dispis am eus meneget a-raok. Anaout mat a raen an traoù en-dro din, kinkladurioù ar seloù, ar pallennoù-moger teñval, ar plañchodoù liv du-ebena hag an arouezioù-trec'h stultennus a stirlinke gant stroñs ma c'hammedoù pa skaren e-biou dezhe. Met daoust pegen boas e oan ouzh traoù a-seurt-se abaoe amzer ma bugeleaj, e voen souezhet-bras o verzout pegen divoas e oa ar soñjezonoù iskis lakaet da gellidañ em spered gant skeudennoù boutin. En unan eus ar skalieroù e tegouezhis gant mezeg an tiegezh. Neuz e zremm, a gavas din, a oa ganas ha daoubennet war un dro. Tremen a reas e-biou din, mall warnañ, hag e pellaas. Neuze e tigoras ar mevel un nor ha ma ambroug a reas betek e vestr.

Ar gambr m'en em gavis enni a oa ec'hon hag uhel-kenañ. Ar prenestroù hir, strizh ha gwareget, a oa ken pell diouzh ar plañchod e koad derv du ma ne c'halle den o zizhout. Gant ur sklêrijenn ruz-mouk hag a sile he bannoù gwan a-dreuz ar gwer treilheriset, e c'halled merzout fraezh a-walc'h ar pep brasañ eus an traoù tro-war-dro; met aner e vije bet klask tizhout gant al lagad kornioù pellañ ar gambr pe kleuzennoù ar sel bolzek ha kizellet. Goloet e oa ar mogerioù gant pallennoù teñval ha leuniet ar gambr gant arrebeuri stambouc'hus, digoñfort, diamzeret hag e stad fall. Un niver bras a levrioù hag a vinvioù-seniñ a oa strewet amañ hag ahont, met kement-se ne zegase tamm buhez ebet en daolenn. Santout a raen e oan oc'h alaniñ un aer karget a c'hlac'har. Ur velkoni c'hwerv, don ha diremed a oa o plavañ en aer hag o veuziñ pep tra.

Pa zeuis tre, e savas Usher diwar ar gourvezvank ma oa bet astennet warnañ a-hed e gorf. Un degemer tomm ha birvidik a reas din, gant un hegarated c'hwezhet hag a denne -- se a voe ma c'hentañ soñj -- da orbiderezh ur mondian enoeet o plegañ d'ar red. Met trawalc'h e voe din teurel ur sell war e zremm evit bezañ asur en doa komzet a wir galon. Azezañ a rejomp, hag e-pad ur predig, tra ma vane-eñ dilavar, e chomis da arvestiñ outañ, rannet ma c'halon etre an druez hag an euzh. Biskoazh den, a-dra-sur, ne oa bet kemmet en un doare ken spontus hag e ken berr amzer ha Roderick Usher! Diaes-kenañ e oa din adkavout, er brizhden a welen bremañ dirazon, keneil ma amzer grennard. Ha koulskoude, a-viskoazh e oa bet heverk e zremm, warni liv ar marv hag enni daoulagad bras ha boull o virviñ gant ur sked dibar; diweuz moan ha disliv, o tresañ ur grommenn kaer-dreist; ur fri, dezhañ un drolinenn hebreat mistr, met gant fronelloù ledan, divoas a-walc'h e seurt patromoù; ur groñj stummet-brav o tiskuliañ, dre e neuz kompez, un diouer a nerzh-kalon; blev flouroc'h ha finoc'h eget blev-kevnid. An tresoù-se, ha ledander divoas e benn a-us d'e zaouividig, a roe dezhañ un enebañs ha na oa ket aes koll ar soñj anezhi. Bremañ, avat, e oa deut ur c'hemm ken bras e perzhioù espar ha war neuz boas an dremm-se, m'am boa bec'h oc'h anavezout an den ma oan o komz gantañ. Sebezet, ha spontet zoken, e voen dreist-holl gant al liv gwenn-distronk a oa bremañ gant e groc'hen hag al lufr burzhudus a oa deut en e zaoulagad. E vlev flour, lezet da greskiñ diskempenn, a yae d'ober ur wiadenn wennig o nijellat, kentoc'h eget o kouezhañ, a bep tu d'e zremm en ur rouestlad arabeskennoù ha na c'hallen, kaer am boa ober, liammañ em spered ouzh nep patrom denel.

Skoet e oan bet da gentañ gant doareoù digempoell ha digendalc'h ma mignon, met buan e verzis e oa e emzalc'h frouezh un aridennad strivadennoù gwan hag aner evit trec'hiñ war e durmud diabarzh, war e nervennoù o vreskenn. Eus un dra evel-se, avat, e oan engortoz. Prientet e oa bet ma spered koulz gant e lizher ha gant an eñvorennoù a zalc'hen eus perzhioù ar bugel ma oa bet; hag ivez gant kement am boa gallet dezren diouzh e neuz-korf hag e demz-spered. E zoareoù-ober a oa tro-ha-tro prim ha lizidour. E vouezh a dremene buan eus ton daskrenus an entremar (pa seblante speredoù ar vuhez bezañ beuzet en ankounac'h) d'un ton nerzhus ha fraezh -- d'un doare-komz sonn, fetis, gorrek, gant un dasson kleuz, -- d'un distagadur kraoñennek ha pounner, kempouezet ha treuzskeuliataet, heñvel ouzh distilh ur mezvier touet, pe hini ul lonker opiom dibare, e barr uhelañ ar birvilh.

Evel-se e komzas din eus pal ma gweladenn, eus e c'hoant bras d'am gwelet hag eus ar frealz a c'hortoze diganin. Dre an hir e tisplegas din petra oa, d'e veno, natur e gleñved. Taget e oa, emezañ, gant un droug diwar hêrezh, un droug ha n'en doa ket nemeur a fiziañs da gavout ur remed dezhañ -- ur c'hleñved-nervennoù, a ouzhpennas diouzhtu, ha na zalc'hje ket pell d'ober e reuz. En em ziskuliañ a rae an droug dre un heuliad santadennoù dreistnatur. Darn anezhe, tra ma oa ouzh o displegañ din dre ar munud, a sachas ma evezh hag am sebezas. Met marteze e oa ar gerioù dibabet gantañ ha, dre vras, e zoare da zibunañ e zanevell hag a reas warnon ur seurt efed. Heskinet e veze gant lemmded kleñvedek e skiantoù; ne c'houzañve nemet an disaourañ boued ha ne c'halle dougen nemet dilhad graet gant danvezioù azas; mouget e veze gant c'hwezh an holl vleunioù; merzheriet e veze e zaoulagad gant an disterañ sklêrijenn; ha ne oa nemet un nebeud tonioù, anezhe re ar binvioù-seniñ dre gerdin, ha n'hen lakaent ket da euzhiñ. E welet a ris dalc'het start, evel ur sklav, gant ur meni spouron direizh. Mervel a rin, emezañ, mervel a rankan gant ar follentez vantrus-se. Evel-se eo ez in da goll ha n'eo ket mod all. Aon am eus rak an darvoudoù da zont, spontet on, n'eo ket gante o-unan met gant o heuliadoù. Skrijañ a ran pa soñjan e c'hall n'eus forzh pe zarvoudig, an hini boutinañ zoken, kreskiñ strafuilh dic'houzañvus ma ene. E gwirionez, ne euzhan ket ouzh an dañjer, nemet ouzh e efed rik: ar spouron. Er stad a drefu m'emaon enni, er stad truezus-mañ e tiawelan un amzer, hag a zeuio abred pe ziwezhat, ma vo ret din lezel ma buhez ha ma foell da vont diganin, kollet an eil hag egile en ur stourm a-enep un tasmant braouac'hus anvet AON.

Dont a ris ivez da anavezout, tamm-ha-tamm, diwar drailhennoù kaozioù distroellet, ur perzh dibar all eus e stad-spered. Touellet e oa gant brizhkredennoù a-zivout an ti ma rae e annez ennañ ha n'en doa ket kredet kuitaat abaoe meur a vloaz -- a-zivout ul levezon ma sante enni un nerzh hag a zeskrivas din gant termenoù re amsklaer evit ma c'hallfen addisplegañ e zanevell -- ul levezon kemeret, hervezañ, war e spered dre un hir a verzherinti gant dibarderioù 'zo e stuz hag e aoz maner e familh; ur reuz bet degaset en e vuhezegezh, bep a nebeut, gant ar mogerioù hag an touribelloù louet, ar stank divoull o tameuc'hañ ar gwel a-bezh.

Anzav a rae koulskoude, gant diegi avat, e c'halle un dra all, eeunoc'h ha kalz aesoc'h da veizañ, bezañ kiriek d'e velkoni espar, hag e c'halle darn eus e boanioù bezañ lakaet war gont ur c'hleñved kriz ha hirbadus, un droug hag a oa o tistrujañ ur c'hoar karet-dreist gantañ, he c'heneilez nemeti abaoe meur a vloavezh, an hini ziwezhañ hag an hini hepken a oa kar dezhañ war an tamm douar-mañ. Hi marv, a lavaras gant ur c'hwervoni ha na c'hallin biken ankounaat, e vije-eñ (beuzet en dizesper ha bresk evel ma oa) an hini diwezhañ eus gouenn gozh ar Re Usher. Tra ma komze, e welis lady Madeline, evel ma veze graet diouti, o treuziñ goustadik ul lodenn bell eus ar gambr hag o vont kuit hep bezañ taolet pled ouzhin. Sellet a ris outi, sebezet-mik ha spontet war un dro, dic'houest a-grenn da zisplegañ petra a c'hoarie ganin. Santout a raen ar sebez o waskañ ma c'halon tra ma heulie ma lagad he c'hammedoù o pellaat. Pa serras erfin an nor war he lerc'h e klaskis, dre anien ha gant herr, parañ ma selloù war enebañs he breur -- met skoachet en doa e zremm en e zaouarn ha ne welis nemet gwennder divoutin-kenañ e vizied askornek hag an daeroù berv o tiverañ puilh etreze.

E-pad pell amzer e oa bet dicheket skiant ar vezeien gant kleñved lady Madeline. Un doare digasted dalc'hus, he c'horf o tizeriañ tamm-ha-tamm, fallaennoù berrbad met stank ha peuzheñvel ouzh barradoù kousked-foll. Setu an deskrivadur iskis a veze graet eus he c'hleñved. Betek neuze he doa harzet start ouzh gwask an droug ha n'he doa ket asantet chom war he gwele; met war fin an abardaevezh kentañ a dremenis en ti, e plegas (evel ma voe kontet din e-pad an noz gant he breur strafuilhet-holl) da nerzh brevus an distrujer; kompren a ris e vije an damwel am boa bet diouti, sur a-walc'h, an hini diwezhañ, ha n'em bije ket tro da adwelet lady Madeline, da vihanañ keit ha ma vije bev.

En deizioù war-lerc'h, ne voe ket graet anv diouti, na gant Usher na ganin, hag e-pad an amzer-se e ris diouzh ma gwellañ evit skañvaat melkoni ma mignon. Livañ ha lenn a raemp a-gevret; pe selaou a raen-me, evel dre un huñvre, ar primaozadennoù diroll savet gantañ war e c'hitar lavariant. A-feur ma teuemp da vezañ nesoc'h-nesañ an eil ouzh egile e c'hallis furchal donoc'h-donañ e plegoù kuzhetañ e ene, hag e veizis, gant kalz a c'hwervoni, pegen aner e oa klask sederaat ur spered ma oa ennañ, evel ur perzh dibar dezhañ, un deñvalijenn o skuilhañ ur froudad diastal a dristidigezh war gement tra a zo er bed speredel hag er bed danvezel.

Soñj a zalc'hin da viken eus an eurvezhioù meurdezus a dremenis evel-se, penn-ouzh-penn gant mestr Ti Usher. Met aner e vefe din klask deskrivañ doare ar studioù pe ar c'hefridioù a vezen sachet, pe heñchet gantañ war-du enne. Ur vennozhelezh virvidik ha dreistmuzul a daole war pep tra ul lufr enkrezus. Tonioù ar c'hlemmganoù hir savet gantañ war ar prim a zassono atav em divskouarn. E-touez meur a dra all e kounan gant glac'har un ton iskis, anezhañ un aozadur distreset ha frankaet eus ton digunvez Valsenn diwezhañ Weber1 .  Eus al livadurioù, ma embrege warne e faltazi gemplezh hag a zeue da wiskañ bep a nebeut un neuz dispis, un neuz hag am lakae da skrijañ seul washoc'h ma ne ouien ket perak e skrijen -- eus al livadurioù-se (ken buhezek evidon ma chom c'hoazh ar  skeudenn anezhe em eñvor) e vefe aner din klask reiñ muioc'h da anaout eget an nebeud a dra a c'hall bezañ displeget gant gerioù skrivet. Gant an doare eeun-kenañ ha diglink a-grenn a roe d'e dresadennoù, e ouie dihuniñ ha sachañ an evezh. Ma'z eus bet biskoazh un den marvel gouest da livañ ur mennozh, e oa an den-se Roderick Usher. Evidon-me da vihanañ -- er blegenn m'en em gaven enni -- e save eus an tresadennoù difetis-rik a ouie an den hurennek teurel war e lien, un aergelc'h a spouron dic'houzañvus, ur spouron n'em boa merzet biskoazh skeud ebet dioutañ dirak huñvreadennoù Fuseli2 , hag int skedus moarvat, met re fetis koulskoude.

Unan eus taolennoù stultennus ma mignon, unan ha na oa ket ken kreñv enni spered an difetis, a c'hallan deskrivañ, pe kentoc'h damskeudenniñ gant gerioù. Un daolenn vihan e oa, o tiskouez diabarzh ur c'hav pe ur riboul dindanzouar skouergornek ha hir-meurbet gant mogerioù izel, lenkr, gwenn, hep na troc'h na kinkladur. Un nebeud elfennoù en e dresadenn a roe sklaer a-walc'h da intent e oa lec'hiet ar riboul divent-se don-bras dindan gorre an douar. Ne oa da welet, e nep lec'h, na digor, na flammerenn, na mammenn all a sklêrijenn; ha koulskoude e tic'hlanne dre holl ul lanvad a vannoù splann hag a veuze pep tra en ur sked estrenvanus hag amzere.

Meneg am eus graet eus kizidigezh kleñvedek e skouarn hag a rae d'ar paourkaezh reuzeudig argarzhiñ ar sonerezh, war-bouez tonioù 'zo tennet eus binvioù dre gerdin. Pennabeg da zibarelezh varzhus e abadennoù oa marteze an harzoù krenn en doa savet en-dro dezhañ evit kengreizañ e strivoù war ar gitar hepken. Met evit an aezoni vervus a veze santet en e brimaozadennoù e oa disheñvel. E ijinadennoù faltazius a seblante bezañ, ha bez' e oant ivez, koulz e-keñver sonerezh hag e-keñver pozioù (alies e kenwee, en e c'hoariadennoù, gwerzennoù savet gantañ war an tomm), frouezh un emsoñj, un emzastum speredel start eus ar seurt na vez anavezet, evel m'em eus lavaret, nemet gant un den e barr uhelañ ur birvilh amnaturel. Eus pozioù unan eus e werzioù em eus dalc'het soñj mat. Seul greñvoc'h e oa bet ar from am boa santet ouzh o c'hlevet, ma kave din em boa merzet, evit ar wech kentañ, e ster don ha kevrinel ar werz, e oa Usher emskiantek-holl eus stad arvarus e boell dibar o vrañsellat war e dron. Ar werz, anvet ”Ar Palez Tasmantet”, a sone, war-bouez nebeut-tre, evel-henn:

I

Er c'hlasañ eus hon traoniennoù,
Gant aeled vat darempredet,
Serzh ha sonn dindan an Neñvoù,
Ur palez lorc'hus oa savet.
Eno e oa gwechall e blas,
E domani mestr ar Preder!
Biskoazh Serafin ne daolas
Skeud e askell war goulz kaerder.

II

Bannieloù flamm, aourneudennet,
'Us d'e doenn a wagenne
(En un amzer kozh-tremenet
E c'hoarveze an holl draoù-se).
Ha gant kement aezhenn hedro
A c'hoarïe laouen ha c'hwek,
Eus glasvez fuilh ar voger-dro
E save frondoù askellek.

III

Gwechall en draonienn evurus
E spurmante an tremeniad,
Dre zaou brenestr boull ha lufrus,
Mentet gant ul lud toniet-mat,
Koroll skañv speredoù mibin,
Ha war e dron e-kreiz e lez,
Er pompadoù dleet d'ur brenin,
E weled mestr ar rouantelezh.

IV

War an nor skedus e lintre
Perlez hag ruzvein mesk-ha-mesk
Ha dizehan e tiflistre,
Evel eus un andon dihesk,
Heklev heson mouezhioù marzhus
O kanmeuliñ gant levenez,
Skiant vras o roue klodus
Hag o tougen bri d'e furnez.

V

Darvoudoù kriz ha didrugar
A zirollas war ar roue
(Pebezh enkrez, pebezh glac'har
Ne welo mui skleur ar beure!)
Hag eus ar brud bleunius ha splann
A rede kent en-dro d'e gêr
Ne van nemet un eñvor gwan
Damziverket gant an amzer.

VI

Ar beajour bremañ a wel,
E gouloù ruz ar prenestri,
Jestraouerezh stummoù ramzel
E disoniezh ur ganiri;
Ha dreist treuzoù an nor disked,
Evel ur froud hakr ha diharz,
Un engroez euzhus a zired
En ur c'hoarzhin -- hep ur minc'hoarzh.

Soñj mat am eus, e oamp bet sachet, gant an arguzennoù diwanet diwar ar werz-mañ, en ur froudad prederiadennoù hag a roas tro da Usher da ezteurel ur mennozh hag a fell din menegiñ amañ, n'eo ket abalamour ma vefe nevez (reoù all o deus soñjet evel-se) met abalamour d'an aheurterezh a ziskoueze pa zifenne e savboent. Ar mennozh-se a oa, dre vras, ur gredenn a-zivout kizidigezh ar plant. En e faltazi diroll, avat, e oa deut ar meizad-se da vezañ kalz hardishoc'h, ha d'en em astenn, e degouezhioù zo, war ar bed anorganek. Mankout a ra din ar gerioù evit displegañ pegen kreñv ha pegen don e oa e gredenn. Ur gredenn hag a oa stag (evel m'am eus lavaret c'hoazh) ouzh mein louet ti-annez e hendadoù. Amañ, war e veno, e veze kavet an endro rekis evit lakaat ur seurt kizidigezh da ziwanañ, un endro krouet gant doare ar mañsonerezh -- gant an doare ma oa renket ar vein ha strewet warne al louedennoù niverus, hag ivez gant renkadur ar gwez dirañvet a  c'hronne an ti -- dreist-holl, avat, gant padelezh didroc'h an arvest ha gant ar skeudenn anezhañ melezouret e doureier sioul ar stank. Ur brouenn -- ar brouenn eus ar gizidigezh-se -- a c'halle bezañ gwelet (skrijañ a ris o klevet e gomzoù) e fetisadur goustad met anat un aergelc'h o sevel eus an doureier hag eus ar mogerioù. An disoc'h, a ouzhpenne Usher, en em ziskoueze el levezon sioul, ha koulskoude trubuilhus ha spontus, ma oa bet turgnet ganti tonkadur e familh e-pad kantvedoù hag he doa graet dioutañ an hini a welen bremañ -- an hini e oa deut da vezañ. War seurt mennozhioù n'eus ket ezhomm da astenn ar gaoz, ha ne lavarin ket hiroc'h.

Hol levrioù - al levrioù a leunie, abaoe bloavezhioù, ul lodenn vat eus buhez speredel ar c'hlañvour - a glote rik, evel ma c'haller soñjal, gant doare e faltaziennoù. Prederiañ a raemp asambles war oberennoù evel Vert-Vert et Chartreuse gant Gresset; Belfagor gant Machiavelli; Paradoz hag Ifern3 gant Swedenborg; Beaj dindanzouar Nikolaz Klimm4 gant Hoberg; skridoù diwar-benn al lennerezh planedennoù gant Robert Flud, Jean d'Indagine ha De la Chambre; Ar veaj war-du an dremmwel5 gant Tieck; ha Keoded an Heol6 gant Campanella. Unan eus e levrioù karetañ a oa un embannadur bihan, en-eizh, eus an Directorium Inquisitorum7 skrivet gant an dominikan Eymeric de Gironne; hag en oberenn Pomponius Mela8 e kave Usher arroudennoù diwar-benn Satired hag Egipaned kozh Afrika hag a rae dezhañ chom da rambreal e-pad eurvezhioù. E vrasañ dudi, avat, a gave o studiañ ul levr ral-meurbet hag iskis, moullet en-pevar gotek -- levr un iliz ankounaet -- Vigilae Mortuorum secundum Chorum Ecclesiae Maguntinae9 .

N'em boa ket paouezet da valañ soñjoù diwar-benn al liderezh digunvez deskrivet el levr diwezhañ hag el levezon kemeret sur a-walc'h gantañ war spered an den hurennek, pa lavaras Usher din, un abardaevezh, goude bezañ kemennet trumm din ne oa ket ken Lady Madeline e-touez ar re vev, en doa divizet mirout he c'horf e-pad pemzekteiz (da c'hortoz ma vije sebeliet da vat) en unan eus ar c'havioù niverus kleuziet dindan mogerioù pennañ ar savadur. An abegoù roet gantañ evit displegañ un doare-ober ken digustum a oa diaes da zizarbenn hag e kavas din n'em boa ket gwir da arguzenniñ. Evel ma tisplegas din, e oa deut ar soñj-se dezhañ, eñ breur an hini varv, abalamour da zoare divoutin he c'hleñved, da c'hoant-imbourc'hiñ hegasus hag amzere he medisined, hag ivez dre m'en em gave bez ar familh pell diouzh an ti, en ul lec'h dic'houdor. E gwirionez, pa adwelis em spered neuz teñval an den am boa kejet gantañ er skalier en deiz ma oan erruet en ti, ne zeuas ket c'hoant din da enebiñ ouzh ar pezh a oa d'am meno diarbennoù gwall zinoaz, hag e nep doare direizh.

War c'houlenn Usher e rois skoazell dezhañ da brientiñ pep tra evit ar sebeliadur kentañ. Ur wech archedet, e voe douget ar c'horf ganimp hon-daou d'e ziskuizhlec'h. Ar c'hav ma voe lakaet ennañ (hag a oa chomet kloz ken pell amzer ma oa diaes dimp gwelet sklaer gant hor flammerennoù hanter-vouget en aergelc'h gwaskus) a oa bihan, gleborek, hep digor ebet war sklêrijenn an deiz. Sanket e oa don en douar, dres dindan rann ar savadur ma oa enni ma c'hambr-gousket. Evit doare en doa talvezet, en amzerioù kozh-kozh, da doull-bac'h dindanzouar ha goude da sanailh evit gorren poultr ha danvezioù loskus all, rak un darn eus al leur, hag ivez diabarzh ar riboul hir a gase di, a oa goloet pizh gant kouevr. An nor, en houarn fetis, a oa bet gwarezet en hevelep doare. Ha pa droe war he mudurunoù gant he fouez divent e veze klevet ur wigouradenn skiltr-eston.

Goude bezañ staliet hor samm kañvaouüs war ur varvskaon e-kreiz al lec'h euzhus-se, e lakajomp golo an arched, ha na oa ket biñset c'hoazh, da riklañ un disterig evit sellet ouzh dremm an hini varv. Da gentañ holl e voe sachet ma evezh gant an heñvelder sebezus etre ar breur hag ar c'hoar. Marteze e tivinas Usher ma soñjoù rak balbouzat a reas un nebeud komzoù hag a roas din da c'houzout e oant bet, an hini varv hag eñ, gevell ha gevellez, a-viskoazh douget an eil d'egile gant ul lusk hogos digomprenus. Ne voemp ket pell, avat, a-raok distagañ hor selloù diouzh an hini varv, divarrek ma oamp da sellet outi hep skrijañ. Diouzh giz an holl gleñvedoù aroueziet gant barradoù terzhienn-gousked, an droug ma oa bet sammet lady Madeline gantañ e-kreiz he yaouankiz en doa merket, evel dre fent, he divjod hag he bruched gant ur ruzder gwan, ha lakaet da barañ war he diweuz un asez mousc'hoarzh disfizius ha skuizh, fromus da welet war un dremm divuhez. Adlakaat ha biñsañ a rejomp ar golo war an arched, ha goude bezañ prennet an nor houarn, e savjomp gant poan da solieroù uhelañ an ti hag a oa, tost da vat, ken ankenius-all.

Neuze, goude un nebeud devezhioù leun a c'hwervoni hag a c'hlac'har, e teuas ur c'hemm heverk e sinoù diavaez kleñved-spered ma mignon. Roud ebet ken eus e voazioù kozh. Dilezet pe disoñjet e veze gantañ e gefridioù boas. Mont ha dont a rae eus an eil kambr d'eben, a gammedoù prim, dizingal, hep pal ebet. Liv gwenn e zremm a oa marteze skrijusoc'h c'hoazh --  met lufr e lagad a oa steuziet da vat. Ne gleven ket ken an ton raouliet a veze a-wechoù en e vouezh un amzer 'oa; ha merket e veze ordinal e zistagadur gant un ton-mouezh krenus, evel pa vije bet taget gant ur spouron divent. Gwechoù 'zo, evit gwir, e hañvale din bezañ o treiñ-distreiñ en e spered strafuilhet ur c'hevrin pounner ha n'en doa ket kalon a-walc'h da ziskuliañ. Met gwechoù all e oan rediet da lakaat kement-se holl war gont froudennoù dizisklêrius ar follentez, rak e welet a raen o parañ selloù goullo dirazañ e-pad eurvezhioù, doare dezhañ da vezañ dalc'hmat war evezh, evel o selaou un trouz bennak ha na oa anezhañ nemet en e faltazi. N'eo ket souezh ma teuas e stuz fall d'am spouroniñ -- ha d'am c'hontammiñ. Santout a raen oc'h en em silañ ennon, goustad-goustad met dibaouez, levezon iskis e vrizhkredennoù sebezus ha fromus.

Ur wech dreist-holl, ha me aet da gousket diwezhat a-walc'h er seizhvet pe eizhvet nozvezh goude ma oa bet lakaet Lady Madeline er c'hav-bez, e verzis galloud ar seurt santadoù. Ne dostae ket ar c'housked ouzh ma gwele --  hag an eurvezhioù a yae e-biou. Strivañ a raen da sioulaat an trefu a oa krog ennon. Sed ma klaskis krediñ e oa diwanet ar santadoù-se, pe da vihanañ ur c'halz eus ar pezh a santen, diwar levezon saouzanus an arrebeuri kañvaouüs -- ar pallennoù-moger teñval ha pilhennek o wagenniñ gwech ha tro dindan c'hwezh ur barr-arnev e gor, hag o sarac'hiñ klemmus en-dro da ginkladurioù ar gwele. Met difrouezh e chomas ma strivoù. Ur spouron didrec'hus en em silas tamm-ha-tamm ennon hag a-benn ar fin e santis un hurlink, un anken diabeg o pouezañ war ma askre. Gant un tenn-alan kreñv e poagnis d'hen argas, e sonnis ma c'horf war ar pluegoù hag e taolis selloù lemm e-kreiz teñvalijenn don ar gambr, ma skouarn war evezh --  n'ouzon ket perak, nemet e oan poulzet gant ma anien --  evit selaou an trouzioù izel ha dispis a zeue a-frapadoù hir, ne ouien ket eus pelec'h, pa sioulae ar gorventenn. Flastret gant ur braouac'h divent, dizisklêrius ha dic'houzañvus, e wiskis ma dilhad prim-ha-prim (rak santout a raen ne zeuje ket ar c'housked din e-pad an noz-se) hag e klaskis en em dennañ eus ar stad truezus ma oan kouezhet enni, en ur vonedoneañ a gammedoù herrek dre ar gambr.

Un nebeud troiadennoù hepken am boa graet en doare-se pa voe sachet ma evezh gant trouz ur c'herzhed skañv war ur skalier tostik ouzh ma c'hambr. Gouzout a ris diouzhtu e oa pazioù Usher. Nebeut goude e skoas dousik ouzh ma dor hag ez antreas, ur gleuzeur gantañ en e zorn. Distronket-holl e oa evel kustum, liv ar marv en e gerc'henn --  met ouzhpenn-se e pare en e zaoulagad skleur ur c'hoarzh foll --  ur meni histeriezh voustret a oa en e emzalc'h. Spontet e voen gant e neuz --  met pep tra oa gwelloc'h eget an digeñvez am boa gouzañvet ken hir amzer hag un disamm e voe din zoken e welet em c'hichen.

”N'ez peus ket gwelet?” emezañ trumm, goude bezañ sellet sioul en-dro dezhañ e-pad ul lajad - ”n'ez peus ket gwelet? --  Sell 'ta hag e weli !” En ur lavaret se ha goude bezañ mouchet gant evezh e gleuzeur, e hastas buan war-du unan eus ar prenestroù hag hen digeriñ a reas frank d'ar gorventenn.

Ar fourrad avel diroll a c'hwezhas er gambr a zibradas tost da vat hon treid a-ziwar al leur. Un nozvezh arnev brav-spontus e oa e gwirionez, un nozvezh dibar, leun a vraouac'h hag a gened. Ur c'horvent en doa, evit doare, dastumet e nerzh en hon trowardroioù, rak an avel a cheñche roud alies hag a-daol-krenn; ha kaer o doa ar c'houmoul bezañ stank-eston (ha ken izel ma seblantent pouezañ war douribelloù ar c'hastell), e welemp mat koulskoude gant pebezh herr buhezek e tinijent eus a bep tu, an eil re davet ar re all, hep morse steuziañ er pellder. O stankter eston, a lavaran, ne oa ket evit mirout ouzhimp da welet an dra-se --  padal ne zeue skleurenn ebet na gant al loar na gant ar stered ha ne oa ket an disterañ luc'hedenn o sklaeriañ. Met gwiskadoù-traoñ ar melloù tolzennadoù koumoul fiñv-difiñv, koulz ha kement tra en em gave tro-dro dimp, a oa o flamminañ e sklêrijenn dreistnaturel an aezhennoù brizhlugernus hag hewel-mat a oa o sevel hag o plavañ en aer en ur gelc'hiañ ar maner evel en ul liñsel.

”Nann, ne zleez ket -- arabat eo dit gwelet se! a lavaris en ur skrijañ tra ma sachen Usher, gant nerzh ha douster war un dro, diouzh ar prenestr betek ur gador. ”Ar gweledigezhioù-se hag a lak kement a strafuilh ennout, n'eus anezhe nemet anadennoù tredanel boutin a-walc'h -- pe, marteze, emañ o orin euzhus en aezhennoù flaerius ar stank. Klozomp ar prenestr; yen-sklas eo an aer ha noazus d'az yec'hed. Setu amañ unan eus da romantoù muiañ-karet. Me a lenno, ha te a selaouo; --  hag e-giz-se e tremenimp an nozvezh spontus-mañ en ur ser.”

Al levr kozh am boa kemeret oa ”The Mad Trist” gant Sir Lancelot Canning10 . Met n'eo ket hep un tamm fent tristik em boa hen lakaet e renk romantoù muiañ-karet Usher, rak er flaperezh diampart ha diijin a oa ennañ, ne oa ket kalz a dra hag a glote gant speredegezh uhel ma mignon. 'Forzh penaos, hennezh oa al levr nemetañ a gavis raktal war-hed ma brec'h; ha magañ a raen ar spi displann e c'hallfe bezañ skañvaet an trefu a zistrelle an den klañvidik (seurt direzhderioù a gaver e-leizh en istor ar c'hleñvedoù spered) dres gant follentez divuzul ar sorc'hennoù a oan e-sell da lenn dezhañ. Hag evit gwir, da varn diouzh an neuz hoalet ha dedennet-bras a oa warnañ tra ma oa o selaou, pe oc'h ober van da selaou, dibun an danevell, em bije bet abeg d'en em veuliñ evit ar berzh am boa graet gant ma mennad.

Erru e oan gant ar pennad anavezetañ eus al levr, an hini a gont penaos Ethelred, penndudenn an ”Trist”, goude bezañ klasket en aner, gant doareoù seven, kaout digor e log an ermit, en em laka neuze da vont e-barzh dre nerzh. Amañ da heul e vo degaset soñj eus komzoù an daneveller:

”Hag Ethelred, anezhañ un den kalonek-meurbet dre natur, ha d'an ampoent nerzhus-kenañ dre efed ar gwin a oa o paouez evañ, ne c'hortozas ket pelloc'h evit arguziñ gant an ermit hag a oa ur spered aheurtet ha gwidal a zen; met o santout ar glav o kouezhañ war e chouk ha gant aon da vezañ tapet er gorventenn war-nes tarzhañ, e savas raktal e horzh, hag a-daolioù kreñv e frailhas buan plankennoù an nor evit tremen e zorn houarn-vaneget dre ar faout; neuze e sachas gant kement a nerzh ma'z eas ar plenk a-dammoù, drailhet, freuzet, foeltret holl, ha ma tregernas e pep lec'h dre ar forest dasson kleuz ar c'hoad sec'h o fregañ.”

Tridal a ris e dibenn ar frazenn, hag e chomis sioul e-pad ul lajad, rak seblantout a rae din (daoust ma soñjis diouzhtu e oan bet touellet gant ma faltazi diroll) --  seblantout a rae din, eta, e oa deut betek ma divskouarn, eus penn pellañ ar maner, un trouz hag a c'hallje bezañ bet, gant an heñvel ma oa oute, un heklev (mouget ha gwan evel-just) eus ar strakadennoù hag an draskadennoù deskrivet ken brav gant Sir Launcelot. Ar c'hendarvoud-se oa, hep mar, an dra nemetañ en doa sachet ma evezh, rak gant an trouz e-unan, e-kreiz storlok ar stalafioù-prenestr ha c'hwiban ar gorventenn o vont bepred war washaat, ne oa netra hag a c'halle skeiñ war ma spered pe lakaat strafuilh ennon. Kenderc'hel a ris gant ma lennadenn :

”Met Ethelred, ar gouron hael, pa dremenas an treuzoù, a voe kounnaret ha saouzanet o welet ne oa roud ebet eus an ermit gwidal; en e lec'h, avat, e kavas un aerouant skantennek, spontus da welet gant e deod tan, oc'h ober gward dirak ur palez aour gant ul leur arc'hant; hag ouzh ar voger e oa ispilhet ur skoed arem skedus engravet ennañ :

An neb zo antreet amañ, an trec'h zo aet gantañ;
An neb a lazho an aerouant, ar skoed a vo dezhañ;

Neuze e savas Ethelred e horzh hag e skoas ouzh penn an aerouant; hemañ a gouezhas dirazañ en ur dennañ e alan flaerius gant ur yudadenn euzhus, ken garv ha ken skiltr war un dro, ma rankas Ethelred stouvañ e zivskouarn gant e zaouarn evit o gwareziñ diouzh ar spontusañ trouz  bet klevet biskoazh gantañ.”

Amañ adarre e chomis trumm a-sav, met ar wech-mañ e oan sabatuet-mik, rak sur e oan da vezañ klevet (daoust ma ne oan ket evit lavaret eus pe du) un trouz gwan hag a seblante dont eus a-bell, un trouz teñval, diastal ha war un dro skiltr ha rust, un trouz re-bar da yudadenn dreistnatur an aerouant evel m'em boa he c'hlevet em faltazi hag evel ma oa bet deskrivet gant ar skrivagner.

Daoust pegen mac'het e oa ma spered gant mil santad kontrol, dreist-holl gant ar sebez hag ar spouron, dirak ur c'hendarvoud estlammus hag a c'hoarveze evit an eil gwech, e chomis koulskoude difrom a-walc'h evit mirout da zistrellañ, gant un evezhiadenn bennak, nervennoù kizidik ma mignon. Ne oan ket sur e oa bet klevet an trouzioù-se gantañ, daoust d'ar c'hemm iskis deut en e emzalc'h e-pad ar munutennoù diwezhañ. Da gentañ e oa bet azezet dres dirazon, met tamm-ha-tamm en doa troet e gador e doare d'en em gavout rag-enep da zor ar gambr; neuze n'em boa nemet ur gwel diglok eus e zremm, met gwelet a raen koulskoude e ziweuz o krenañ evel pa vije o tistagañ komzoù diheglev. E benn a oa kouezhet war e vruched --  met gouzout a raen ne oa ket kousket rak digor-bras e oa al lagad a zamwele eus ar c'hostez. Hag al lusk a oa gant e gorf a roe din ur brouenn all --  rak brañsellat a rae eus an eil tu d'egile gant ul lusk goustad ha koulskoude dizehan hag ingal. Se a verzis en un taol-lagad hag ez adstagis gant danevell Sir Launcelot:

”Hag ar gouron, saveteet bremañ diouzh kounnar spontus an aerouant, a zeuas soñj dezhañ eus ar skoed arem hag eus ar strobinell torret hiviziken; skarzhañ a reas ar c'helan diwar-hent hag e kerzhas kalonek war leur arc'hant ar c'hastell etrezek ar voger ma oa ispilhet ar skoed outi; ne oa ket c'hoazh erru mat ma tifaragoellas ar skoed e-harz e dreid war al leur arc'hant gant un trouz skrijus ha tregernus.”

N'oa ket peurlavaret ar c'homzoù-se ganin ma klevis fraezh --  evel pa vije kouezhet da vat ur skoed arem war ul leur arc'hant --  un dasson kleuz, metalek, tregernus, ha war un dro damvouget. Tost da vont e belbi e lammis em sav; Usher avat a gendalc'he da vrañsellat dizehan hag ingal. A-dizh e redis betek ar gador ma oa azezet warni. Paret e oa e selloù rag-eeun dirazañ ha sonnet e oa evel ur skeudenn vaen. Met pa lakais ma dorn war e skoaz, e voe treuzet e gorf penn-da-benn gant ur gridienn greñv, hag ur mousc'hoarzh glas a zeuas war e ziweuz; neuze e welis e oa o tibunañ buan-buan, a-vouezh izel, un aridennad komzoù brell hep teurel pled ouzhin. Stouiñ a ris evit tostaat outañ hag erfin e euvris ster euzhus e gomzoù.

Ne glevan ket? -- hag e ran, klevet a ran ha klevet em eus bet. E-pad pell -- pell -- pell -- e-pad meur a vunutenn, meur a eurvezh, meur a zevezh em eus klevet -- hogen ne greden ket -- Ach, gwa me! paourkaezh reuzeudig a zo ac'hanon! -- ne greden ket -- ne greden ket komz! He sebeliet en-bev hon eus graet! Ha n'em boa ket lavaret e oa lemm ma skiantoù? Bremañ e lavaran dit: Klevet em boa he c'hentañ fiñvadennoù gwan e kleuz an arched. O c'hlevet em boa -- meur, meur a zevezh 'zo -- hogen ne greden ket -- ne greden ket komz! Ha neuze -- en noz-mañ -- Ethelred -- ac'h! ac'h! -- dor an ermit o vont a-dammoù, ha yudadenn an aerouant o vervel, ha dasson metalek ar skoed! -- lavar kentoc'h: an arched o frailhañ, mudurennoù houarn he zoull-bac'h o wigourat, ha hi o tiskrapañ e riboul kouevr ar c'hav! O! da belec'h tec'hout? Daoust ha ne vo ket-hi amañ tuchant? Ha n'emañ ket-hi o tont amañ tizh-ha-tizh da rebech din ar mall a oa ganin? Daoust ha n'em eus ket klevet trouz he c'hammedoù er skalier? Daoust ha ne glevan ket talmoù pounner ha skrijus he c'halon? ”DEN FOLL!” d'ar poent-mañ e lammas gant fulor en e sav hag e yudas e gomzoù evel pa vije o taskor e vuhez diwar e strivadenn: ”DEN FOLL! LAVARET A RAN DIT EMAÑ-HI BREMAÑ A-DREK AN NOR!” 

Evel pa vije skoachet ur galloud hud e nerzh dreist-denel e gomzoù, e krogas diouzhtu ar melloù panelloù kozh diskouezet gant Usher da zigeriñ goustad o javedoù pounner e koad ebena. Se a oa da lakaat war gont ur barr-avel diroll -- met neuze, a-drek an nor, en em ziskouezas diskeud uhel Lady Madeline Usher paket en ul liñsel. Gwad a oa war he liñsel ha manet e oa, war holl dakadoù he c'horf kastizet, roudoù anat ur stourm garv. E-pad ul lajad e chomas war an treuzoù, brall-divrall war he zreid hag he c'horf hejet gant kridiennoù -- neuze, gant ur garm izel ha klemmus, e kouezhas a-freilh war he breur. Hemañ, sachet ganti en he stourm diwezhañ, a ruilhas war al leur, aet d'ur c'horf marv ha trec'het gant ar spouron en doa raksantet.

Tec'hout a ris, braouac'het-holl, eus ar gambr hag eus ar maner. Ar gorventenn a oa bepred oc'h ober he reuz pa dreuzis ar chaoser kozh. A-daol-trumm e kouezhas ur sklêrijenn ankenius war an hent hag e trois ma fenn evit gwelet eus pelec'h e teue ur skleur ken divoas, rak a-drek din ne oa nemet an ti bras hag ar skeudoù taolet gantañ. Ar skleur-se oa hini al loargann ruz-gwad o vont da guzh en ur gas ul luc'h splann dre ar frailh a-boan merzus betek-henn, hag a gammigelle eus an doenn betek an traoñ, evel m'am eus lavaret. Tra ma oan oc'h arvestiñ, ez eas ar frailh buan war ledanaat -- ur fourrad avel diroll a c'hwezhas adarre -- kantenn al loar en he fezh a darzhas trumm dirak ma daoulagad -- mezevelliñ a reas ma fenn pa welis ar mogerioù kreñv o tisac'hañ -- Neuze e savas un trouz hirbadus evel ar safar graet gant mil lammdour -- hag ar stank don ha teñval a oa e-harz ma zreid en em glozas, trist ha sioul, war dismantroù ”TI USHER”. 

 

 


(1)

An oberenn sonerezh ”Webers letzter Walzer” (Valsenn diwezhañ Weber), anvet ivez ”Webers letzter Gedanke” (Soñj diwezhañ Weber) oa bet kavet e-touez paperioù Carl Maria von Weber goude e varv. N'eo ket gantañ, avat, e oa bet skrivet, met gant e vignon, ar sonaozour ha blenier-laz-seniñ Carl Gottlieb Reissiger.

(2)

Johann Heinrich Füssli (1741-1825): Livour eus Bro-Suis deut da vezañ brudet e Bro-Saoz dindan an anv a Henry Fuseli. Gant livadurioù Fuseli end-eeun eo bet broudet E.A. Poe da skrivañ ”The Fall of the House of Usher”

(3)

Titl orin : De Coelo et eius mirabilibus, et de inferno

(4)

Titl orin : Nicolai Klimii iter subterraneum

(5)

Titl orin : Die Reise ins Blaue hinein

(6)

Titl orin : Civitas Solis

(7)

Sturlevr an Atersadeg

(8)

Oberour ar c'hoshañ levr douaroniezh anavezet, skrivet e latin: De chorographia

(9)

Ofis an Anaon kanet gant Kor Iliz Mainz

(10)

 Un danevell e-barzh an danevell eo ar "Mad Trist" rak er c'hontrol d'an oberennoù all meneget uheloc'h, n'eus roud ebet diouti e nep lec'h. Gant Poe e-unan eo bet skrivet an arroudoù eus al levr lakaet war gont Sir Lancelot Canning, un anv ijinet ivez gant Poe. 


Copyright© 2011-2013 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh. (all rights reserved)
www.dikhadak.eu