Karr ar vuhez

Aleksandr Pouchkin

Troet diwar ar rusianeg gant Françoise Lermen

 

Daoust d'e samm a-wechoù pounner,
E ruilh ar c'harr lijer war-raok,
E vlenier ar paotr-kozh Amzer
Hen kas hardizh hep tamm diskrog.

D'ar beure e pignomp er c'harr;
Hor gouzoug a dorromp laouen,
Hep diegi hag hep trugar,
E huchomp uhel: Yô en hent!...

Da greisteiz n'eo ket memes kont;
Todoroset omp ha rak-se,
Ribin ha diribin hor spont,
Hag e huchomp: goustad beulke!

Ar c'harr a ruilh c'hoazh da serr-noz;
Boazet outañ ha moredek,
E tostaomp d'hol lec'h-repoz,
An Amzer a vroud ar c'hezeg.


Copyright©2012 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh
www.dikhadak.eu