Ar bluenn hag ar c’hleze
(Kendiviz) 

Rainer-Maria Rilke

Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

 

E korn ur sal e oa ur c'hleze en e sav. E laonenn dir sklaer a lugerne dindan flouradenn bannoù an heol e-kreiz ur strinkad sklêrijenn damruz. Lorc'hus e kasas ar c'hleze e selloù tro-dro dezhañ, dre ar sal, hag e welas e oa diduet pep tra gant e lufr.  Pep tra? - Nann ’vat! Du-hont, war an daol, harpet dibreder ouzh ur podad liv, e oa ur bluenn ha na oa tamm ebet en he soñj plegañ dirak meurdez lugernus an arm. Kement-se a drenkas imor ar c’hleze: „Piv out-te, tra didalvez“ emezañ „evit chom hep plegañ alvaonet dirak ma sked evel ma ra ar re all ? Sell ’ta en-dro dit! An holl vinvioù a zo sanket doujus en un deñvalijenn don. Me, ha me hepken, a zo bet dilennet gant an heol splann, mammenn an evurusted. Degas a ra buhez ennon gant e bokoù flour hag entanet; e zigoll a ran-me dre lakaat e sklêrijenn da adskediñ mil gwech. Ne zere nemet ouzh ar briñsed c’halloudus en em ziskouez en ur gwiskamant lufrus. Anavezout a ra an heol ma galloud, setu perak e c’holo ma divskoaz gant limestra roueel e skinoù.“

Gant ur mousc’hoarzh ez eilgerias ar bluenn fur :

„Sell ‘ta pebezh lorc’h ha fouge a zo ennout  ha penaos e ouzout bragal gant ur sked hag a zo bet prestet dit! Ni zo hon-daou -- dalc’h soñj -- neskerent. Ganet omp bet hon-daou eus an douar madelezhus ha marteze ez omp bet, en hor stad orin, kichen-ha-kichen en hevelep menez e-pad milvloazioù ken na voe dizoloet dre intrudu mab-den ar gwelead kailh talvoudus ma oamp elfennoù anezhañ. Kaset kuit omp bet hon-daou ha tonket e oa dimp hon-daou, bugale disuj an Natur ouez ma oamp c’hoazh, bezañ treuzfurmet ha stummet, e gwrez mogedus ur simimal ha dindan taolioù pounner ur morzhol, evit kemer perzh en obererezhioù sevenet war an tamm douar-mañ. Dres evel-se e c’hoarvezas. Ur c’hleze e teujout da vezañ, gant ur beg bras ha kreñv. Ha me, ur bluenn gant ur beg mistr ha moan. Evit ober ul labour efedus, e rankomp da gentañ glebiañ hor beg lufrus. Te gant gwad - ha me gant liv hepken!“

„Ar brezegenn-se, dalc’het war un ton gouieziek“ eme ar c’hleze „am laka evit gwir da c’hoarzhin. Dres evel pa glaskfe al logodenn, al loenig dister-se, prouiñ he c’herentiezh gant an olifant. An hevelep komzoù a zeufe ganti! Evel an olifant he deus al logodenn pevar zroad hag un drompilh zoken. Krediñ a c'hellfed ez int da nebeutañ kendirvi! N'ez peus graet anv, pluenn gaezh, leun a finesa hag a widre, nemet eus ar pezh am laka da vezañ heñvel ouzhit. Me, avat, a lavaro dit petore kemm zo etrezomp. Me, ar c'hleze hollskedus ha lorc'hus, a vez staget gant ur marc'heg kadarn ha dispont ouzh e c'houriz; te, avat, a vez peget gant ur c'hozh skriver kabac'h a-drek e skouarn ezel. Ma aotrou a dap krog ennon gant e zorn nerzhus; kaset e vezan gantañ davet an enebourien hag eñ a vez renet ganin dre o renkadoù. Te, pluenn vat, a vez renet war un tamm paper-parch melenaet gant dorn krenus da vestr. Freuz ha reuz a ran-me e-touez an enebourien, lammat-dilammat a ran taer ha dizaon amañ hag ahont; te a skrab dizehan hag unton da damm paper-parch hep krediñ pellaat an disterañ diouzh an arroudennoù merket dit gant un dorn evezhiek. Hag erfin, erfin - pa’z aio ma nerzh war ziskar, pa vin aet kozh ha gwan, e vin enoret evel ma tere ouzh an harozed; staliet e vin e Sal an Hendadoù hag arvestet e vo ouzhin gant boem. Ha petra a c’hoarvezo ganit? Pa vo aet skuizh da vestr ganit, pa vi aet kozh ha pa grogi d’en em stlejañ war ar paper ha da lezel war da lerc’h linennoù re dev, e vi diframmet eus an douger a ro harp dit ha skoet d'ar blotoù. Nemet ha madelezhus a-walc’h e ve da vestr d’az kwerzhañ, a-gevret gant unan bennak eus da c’hoarezed, d’ur marc’hadour kozhailhoù evit un nebeud gwenneien.“

„En un doare“ a eilgerias ar bluenn dic’hoarzh „n’emaout ket penn-da-benn er gaou. Prizet e vezan alies gwall izel, gwir eo, ha pa ne vin mat da netra ken e vo graet divalav-kenañ din. Daoust da se, n’eo ket dister ma galloud keit ha ma c’hallan labourat. Klaoustreañ a c'hallfemp!“

„C'hoant az peus da ginnig din ur glaoustre?“ eme ar c’hleze dichek en ur c’hoarzhin“   

„Ya, ma kredez asantiñ“.

„Hag e ran!“ eme ar c'hleze ha na zeue ket a-benn da zic'hoarzhin.  „War betra neuze e vo ar glaoustre?“

Ar bluenn a sonnas he c’horf hag a wiskas neuz reut un den e karg:

„Klaoustreomp“ emezi „ez on gouest, mar fell din, da virout ouzhit d’ober da labour, an emgann!“

„O, O, gwall arvarus e seblant din.“

„Diouzh da zoare emañ?“

„Mat eo din.“

„Mat“ eme ar bluenn, „gwelomp 'ta.“

Un nebeud munutennoù a oa tremenet goude ar glaoustre pa zeuas un den yaouank, gwisket gant dilhad brezel pinvidik, da dapout krog er c’hleze. Hen stagañ a reas ouzh e c’houriz ha gant plijadur ha dudi ez arvestas ouzh e laonenn lufrus. Er maez e tregerne hopadegoù skriltr an trompilhoù ha draskadegoù an taboulinoù o c’hervel d’an argad. Dres pa oa ar paotr yaouank o kuitaat ar sal e teuas un den all hag a sevene a-dra-sur ur garg uhel, da varn diouzh ar pompad a oa en-dro dezhañ. An hini yaouank a blegas e gein izel dirazañ. Ar c’hargiad uhel oa aet e-keit-se war-du an daol, kroget en devoa er bluenn ha skrivet gant herr un dra bennak. „Setu sinet an emglev peoc’h“ emezañ gant ur mousc’hoarzh. An hini yaouank a adlakaas ar c’hleze en e gorn hag e kuitajont o-daou ar sal.

Ar bluenn a oa bepred war an daol, ur bann heol  o c’hoari ganti hag o lakaat he metal gleb da lugerniñ sklaer.

„N’out ket o vont d’an emgann, kleze ker ?“ a c’houlennas gant ur mousc’hoarzh.

Sioul e oa ar c’hleze en e gorn teñval. Krediñ a ran ne fougasas morse ken.

 


Copyright© 2011 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh.
www.dikhadak.eu