Ar priñs zo en ti

Arthur Schnitzler

Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

 

   Azezet e oa Florian Wendelmayer en e blas er rakleurenn, e fleüt ouzh e ziweuz, e selloù o heuliañ gant aked rener al laz-seniñ hag en doa skoet a-benn div wech dija war al letrin gant e wialenn-ventadañ. War an ti a-bezh e oa kouezhet ar sioulder. Neuze e savas tonioù kentañ ar rakc'hoari. Seniñ a rae Florian Wendelmayer gant ar fleüt evel ma rae bemdez abaoe seitek vloaz. Ne lenne ket ken an notennoù war ar follenn; kant gwech e oa bet displeget an hevelep pezh anavezet gantañ dre an eñvor. Evel ur mekanik e c'hwezhe en e fleüt. E gwirionez, ne selaoue ket zoken. Abaoe seitek vloaz e oa e blas aze, war an hevelep kador, dirak an hevelep letrin. Tri c'henseurt a oa bet azezet en e gichen ha sonet o doa int ivez. Aet e oa unan da anaon, ha daou o doa kavet fred e c'hoarivaoù all. E amezeg oa bremañ ur paotr yaouank hag a roe kentelioù sonerezh en e amzer vak. Kollet en doa Florian e gentelioù dezhañ hag e-pad ar rakc'hoari e chaoke soñjoù, nec'het da ouzout hag-eñ e tleje lakaat adarre un embannig er gazetenn sizhuniek a-benn kavout, marteze, ur skoliad nevez...

   Ha setu ma reas ar fleütoù un ehan hir. E-pad div ventad ha daou-ugent e rankent tevel ha Florian a daolas e selloù ouzh krec'h, dreist aspled ar rakleurenn, e-barzh ar sal vrav, sklaer ha leun-kouch. Anaout a rae an darn vuiañ eus an dud. Ne oa ket bras ar gêr hag e teue dalc'hmat an hevelep re d'ar c'hoariva. Neuze e redas ur fiñvadeg skañv dre an ti-c'hoari hag an holl a baras o selloù war logell al lez ma oa erruet enni ar priñs a-gevret gant e ordrenañs. Ar priñs a zilec'hias un disterig e gador-vrec'h, goustad-goustad, hep ober trouz koulz lavaret; kalz a zamant en deveze bepred ouzh ar re all.

Aet e oa an div ventad ha daou-ugent e-biou ha krog e oa ar fleütoù da seniñ adarre. Erru e oa dibenn ar rakc'hoari. Uhel-meurbet ha trouzus e sone bremañ an holl vinviji a-gevret. Erfin e teuas daou glotad ledan eilet gant mouezh an taboulinoù, hag e voe savet ar stign. Displeget e oa ur fentc'hoari kozh m'en doa gwelet Florian an abadenn gentañ anezhañ dek vloaz 'oa. An darn vuiañ eus ar sonerien a haste da vont er-maez. Un abardaevezh nevezamzer tomm a oa anezhi ha kustum e oant da vale-divale a-drek ar c'hoariva pe da azezañ war ar bank livet e gwer, staliet en diavaez. Klakenniñ ha butuniñ sigaretennoù a raent.

Florian, avat, a chomas azezet en e blas er c'hoariva. Petra en doa d'ober er-maez? Evit un toullad munutennoù! Borodus ha diezhomm e oa. Lakaat a reas e fleüt dirakañ war al letrin hag e sellas ouzh al leurenn. Ya, ar pezh kozh-se! Iskis e kave gwelet an dud o c'hoarzhin. Bepred hag atav an hevelep fentigelloù ha bep gwech stlakadegoù-daouarn, c'hoarzhadegoù ha glabouserezh. C'hoant en doa Florian e vije echu pep tra. Neuze e c'hallje mont d'an ostaleri da evañ e vannac'h bier ha goude d'ar gêr en e wele. Skuizh-divi e oa, en em santout a rae kozh.

Abaoe pegeit, abaoe pet vloaz e oa aze? A-vec'h ma talc'he soñj e oa aet an traoù en ur mod all. Ha koulskoude, pebezh den e oa bet gwechall. Sonaozour e oa bet, kanaouennoù, kensonadennoù en doa savet, hag e sonioù a oa bet kanet en abadennoù-sonerezh zoken, pemzek, ugent vloaz 'oa. Bremañ ne oa mui evitañ na ton na son! Tamm-ha-tamm e oa aet e garantez ouzh ar sonerezh da get. Hirie ne gleve nemet trouz ha safar; dic'houzañvus e oa dezhañ son ar violoñs hag ar fleüt a roe kement a zudi d'ar re all. Met ret-mat e oa derc'hel da seniñ gant ar fleüt, bevañ a rae diwar ar vicher-se. A! pebezh karantez en doa bet gwechall ouzh e arz! Ne oa ket chomet er skol betek ar penn, n'en doa studiet netra. Eurvezhioù-pad e oa bet o kantren dre ar c'hoad, sonioù o fraoñval en e benn hag eñ ouzh o selaou. N'o skrivas ket war baper, war-bouez unanig bennak. Kemend-all a builhentezh ne c'halle ket bezañ paket. C'hwezh an aer, sarac'h ar gwez, strakadennoù e gammedoù, pep tra a veze troet e sonerezh.

Tremenet e oa kement-se holl pell 'oa, ha tremenet pell 'oa ivez ar glac'har en doa santet pa oa steuziet. Bremañ e sone gant ar fleüt hag e rae e zever; sioul ha dister e oa red e vuhez.

C'hoarzhoù a leugne an ti-c'hoari. Mousc'hoarzhin a rae Florian ivez, mousc'hoarzhin evit ar c'hantvet gwech o klevet an hevelep bourdoù diot. Tostaat a rae dibenn an arvest. Digeriñ a reas dor izel ar rakleurenn hag ar sonerien a zeuas adarre war wel. Stouiñ a raent holl o fennoù evit mirout da stekiñ ouzh post an nor; ne oa nemet ar gourrebedour bihan hag a skare, sonn e benn, war-du e blas. Rener al laz-seniñ a zeuas tre ivez, a azezas war e gador uhel hag a dapas krog en e wialenn-ventadañ evit ober sin d'ar sonerien da stagañ gant o abadenn kerkent ha ma kouezhje ar stign. Kouezhañ a reas e-kreiz trouz stlakadegoù-daouarn birvidik ha diouzhtu e voe klevet ar sonerezh, kemmesket gant ar c'hoarzhadennoù hag ar flapadennoù a zeue eus ar sal. Ur safar eston a oa hirie, setu da vihanañ ar pezh a soñje Florian Wendelmayer. Tommoc'h eget kustum e oa ivez ha pa ranke derc'hel un ton pellik a-walc'h war e fleüt, e vezevenne e benn un tammig. Adkregiñ a reas en e fleüt... iskisat tra, e zaouarn a oa bremañ ken pounner. Derc'hel a reas da c'hwezhañ. Adarre e krogas ar vezevell ennañ. Teñvaloc'h e teuas da vezañ en ti... brallañ a rae... lazhet ar gouleier. Diflipañ a reas ar fleüt eus etre daouarn Florian. Pebezh trouz. Setu an ti o kouezhañ en e boull! Klask a rae Florian sevel, en em saveteiñ, ne wele tra ebet ken. Pounner e oa e dreid outañ. Ne oa ket ken evit fiñval. Neuze e kouezhas diwar e gador dirak al letrin hag ar gador a gouezhas en a-dreñv. Un trouz boud a voe klevet. Treiñ a reas ar sonerien war-du ennañ. Amezeg Florian a reas ul lamm gant ar spont. Merzet o doa an arvesterien an dizurzh ha sevel a raent diwar o c'hadorioù. Ar priñs, en e logell, a stoue e gorf dreist an aspled, met rener al laz-seniñ, ar c'hwezenn o pizenniñ war e dal, a save hag a ziskenne e wialenn-ventadañ en ur lavaret, gant ur vouezh fraezh a-walc'h: »Derc'hel da seniñ!« Petra 'zo o c'hoari, petra 'zo c'hoarvezet? a c'houlenne an dud tra ma rede ar renerez a-benn-herr eus al leurenn betek dor ar rakleurenn. Hen gouzout a raed dija: ur soner-fleüt en doa bet ur fallaenn. Derc'hel a rae rener al laz-seniñ da ventadañ gant e wialenn, met den ebet ken ne sone. Paret e oa selloù an holl war dor ar rakleurenn. Gwelet e voe neuze daou vevel o kerzhet, dre douez an daboulinerien hag an drompilherien, betek al lec'h ma oa astennet Florian Wendelmayer. E zibradañ a rejont; damzigor e oa e zaoulagad hag e vuzell-draoñ, bouk ha laosk, a oa kouezhet war e elgez. Kregiñ a rejont ennañ dre e zivrec'h evit e sammañ war o divskoaz, kelc'hiañ a rejont e gein hag evel-se e voe stlejet er-maez. Gallout a rae an arvesterien krediñ e oa o vale e-unan.  »Petra 'zo c'hoarvezet, petra 'zo amañ?« a hiboude an arvesterien. »N'eus c'hoarvezet netra, nann, nann, e gwirionez netra, ur soner n'en em gav ket mat, met bale a ra e-unan«. Ha kerkent ha serret dor ar rakleurenn, e skoas rener al laz-seniñ daou daol war al letrin hag ar sonerezh a dregernas adarre. Sevel a reas ar fleüter all kador Florian, ha lakaat fleüt e genseurt warni. An arvesterien, avat, n'oulent ket reiñ peoc'h. Ar renerez a oa en he sav a-drek dor ar rakleurenn. »Hirie end-eeun« a c'harme, »an tousmac'h-se, hirie end-eeun, p'emañ e Veurded amañ! Hag eñ ne oa ket gouest da vale e-unan?«

Astenn a reas an daou waz ar fleüter war plañchod an trepas strizh a gase d'ar straed hag e chomjont sioul en o sav. »Skoet eo bet gant un taol-gwad« a lavaras unan. An itron renerez a selle pizh ouzh an den o vervel. Betek amañ e teue hiboud an arvesterien. Neuze e teuas ivez un nebeud aotrounez hag a c'houlennas, nec'het-bras, keloù ha displegadurioù. »A!«, eme an itron renerez, »se n'eo netra, ho pediñ a ran, na gemerit ket a boan, n'eo netra e gwirionez. Digeriñ a ra e zaoulagad dija. Galvet eo bet an doktor?«

»Ar paotr Müller zo aet davitañ«, a eilgerias ur micherour.

Bremañ e teue ivez tud eus ar straed. Mantret e oa ar renerez. »Me ho ped, na rit ket trouz, n'eus c'hoarvezet netra. Pediñ a ran an aotrounez da bellaat. Pelec'h 'ta e chom an doktor?«

Dres d'an ampoent e teuas. Graet e voe plas dezhañ. »Petra eo an dra-se«, emezañ, »ne vez ket lakaet ur c'hlañvour war ar plañchod, biskoazh kemend-all. Ur c'hravazh, ha dillo.«

»Ur c'hravazh«, a lavaras ivez ar renerez.

Stouiñ a reas an doktor war ar fleüter ha lakaat e vizied war wazhienn e veud. Sioul-meurbet e oa en trepas hag eus sal ar c'hoariva e teue ur voubou difraezh. »Goulou, me ho ped«, eme an doktor, »ne welan netra.«

Un aotrou a dapas ur gleuzeurig dre eoul diouzh ar voger. Ur skleur gwan a gouezhas war bizaj Florian Wendelmayer. An doktor a sellas pizh outañ, e vizied bepred war ar wazhienn-veud. »Marv eo an den«, a huchas. Tra ma chome an holl seizet gant ar spont e teuas ul lakez. »Teurvezout a ra e Veurded goulenn«, emezañ, »penaos emañ kont gant ar soner klañv.«

»Me ho ped da gas d'E Veurded ma zrugarekadennoù doujus«, a eilgerias ar renerez gant un tamm strafuilh en he mouezh, »gwelloc'h en em gav ar soner bremañ.« Al lakez a yeas kuit. Ar renerez a drugarekaas an holl eus ar gendruez diskouezet gante hag o fediñ a reas, war un ton hegarat ha seven, da guitaat an trepas enk ha strizh ma ne c'hallent ket bezañ en o aez ennañ, n'eus forzh penaos. Fromet e oa an arvesterien. Iskis e kavent rankout distreiñ d'ar sal da welet ur pezh-c'hoari fentus ha kement-se a ziskoueze dezhe, ur wech ouzhpenn, pegen souezhus ha dislavarus e oa ar vuhez. Goustadik ez ejont kuit. Digor e oa an nor a skoe war ar straed. Tremenidi hag o doa merzet an dizurzh hag ar mesk en trepas a oa chomet a-sav dirak an treuzoù. Ar renerez a gomzas ouzh an arvesterien a oa c'hoazh aze:  »n'eo ket ret« emezi, »brudañ an dra-se dre an ti, neketa?«

Nann, nann, ne vije lavaret netra.

»Ur familh en deus?« a c'houlennas an doktor.

»N'en deus ket«, a eilgerias ar renerez, »hemañ eo ar Wendelmayer.«

»A, ya, ar Wendelmayer« eme an doktor, liv an disamm war e zremm, evel p'en dije bet c'hoant da lavaret: »ar Wendelmayered a c'hall mervel ma karont, se ne ra netra«. Mont a reas en e sav hag e ispilhas ar gleuzeur dre eoul ouzh ar voger. Daou vicherour a zeuas tre, ar c'hravazh a oa er-maez dirak an nor; dibradañ a rejont an hini marv evit e sammañ warnañ.

Er c'hoariva e oa deut da vezañ siouloc'h. Krog e oa ar sonerien da c'hoari. Gortoz a raed derou an eil arvest. Difrom ha parfet e oa an aotrounez o doa gwelet an hini marv ha pa veze goulennet oute penaos e oa kont gant ar soner-fleüt e roent respontoù poellek ha divec'hius. Krog e oa ar stign da sevel pa zigoras dor logell ar priñs ha pa voe gwelet ul lakez o vont enni. Treiñ a reas ar priñs war-du ennañ. »Mat eo an traoù gant ar soner, E Veurded«, eme ar servijour.

Ur wech c'hoazh e taolas ar priñs ur sell d'an traoñ war an arvesterien, hag e welas un nebeud pennoù troet war-du ennañ. Krediñ a reas dezhañ bezañ lennet ur goulenn war dremmoù an dud hag e respontas en ur hejañ hegarat e benn. Gant ur mousc'hoarzh dizoanius e kemmenas d'e bobl feal en em gave ar fleüter Florian Wendelmayer mat-kenañ.


Copyright© 2012-2013 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh (all rights reserved).
www.dikhadak.eu