C'hoant-kousket

Anton Tchec'hov

Troet diwar ar rusianeg gant Françoise Lermen

 

Noz eo. Ar vatezhig Varka, ur plac'hig trizek vloaz zo o luskellat ur bugel en e gavell en ur vouskanañ goustad:

Toutouig bugelig

Me 'gano dit ur sonig...

Ul lutig arwer zo war enaou dirak ar skeudenn sakr; treuzet eo ar gambr, eus ur c'horn d'egile, gant ur gordenn ma tivilh diouti mailhurennoù ha brageier bras du. Gouloù al lutig a ra ur mell tarch arwer war an terest tra ma taol ar mailhurennoù hag ar brageier o skeudoù hir war ar fornigell, war ar c'havell ha war Varka. Pa grog ar gouloù da drantellat, e teu buhez en tarch hag er skeudoù, ha setu m'en em lakont da zañsal evel lusket gant an avel. Mougus eo an aer, intret gant c'hwezh ar soubenn-gaol hag al lêraj.

Gouelañ a ra ar bugel. Raouliet eo abaoe ur pennad ha skuizh-divi dre forzh gouelañ, met derc'hel a ra da vlejal ha den ne oar pegoulz e tavo. Ha Varka he deus c'hoant-kousket. Koc'hennet eo he daoulagad, brañskellat a ra he fenn ha poan he deus en he c'hilpenn. Ne c'hall fiñval nag he malvennoù nag he diweuz ha seblantout a ra dezhi e teu he dremm da vezañ krin ha reut tra ma koazh he fenn betek dont da vezañ ken bihan ha penn ur spilhenn.

- Toutouig bugelig, a vouskan Varka. Me a ray dit soubennig...

Ur skrilh a gan er fornigell. Er gambr 'kichen, en tu all d'an nor, emañ ar mestr hag e vicherour Afanasi o tiroc'hal... Ar c'havell a wigour klemmus tra ma talc'h Varka da vouskanañ - hag an holl drouzioù-se en em deuz en ur muzik-noz flour, un dudi hen klevet pa vezer o vont da gousket. Met un hegas eo bremañ, rak lakat a ra Varka da vorediñ pa n'he deus ket droed da gousket; ma vanfe kousket - Doue ra viro! - e vije kannet gant he mistri.

Blinkañ a ra al lutig; an tarch arwer hag ar skeudoù en em lak da fiñval, en em sil e daoulagad damgloz Varka hag erru en hec'h empenn damgousket e troont da hunvreoù dispis. Gwelet a ra koabrennoù du o redek an eil war-lerc'h eben a-dreuz an oabl en ur wic'hal evel ar bugel. Met sevel a ra an avel, steuziañ a ra ar c'hoabrennoù ha Varka a wel un hent ledan, goloet a fank dourek; steudadoù kirri en em astenn warnañ, tolpadoù tud, seier gante war o c'hein, en em stlej, skeudoù a ya hag a zeu; en daou du d'an hent, a-dreuz al latar yen ha trist, e spurmanter koadeier. A-daol-trumm, an dud gant o seier-kein hag ar skeudoù a gouezh d'an douar e-kreiz ar fank dourek.  «Evit petra?» a c'houlenn Varka. «Evit kousket, kousket!» a respontont. Hag en em roont da gousket don, hag e kouskont flour, met ar brini hag ar piked, pintet war orjal an tredan, a gri evel ar bugel hag a glask o dihuniñ.

- Toutouig bugelig, me 'gano dit ur sonig, a vouskan Varka hag en em wel bremañ e-barzh ul lochenn deñval, mougus an aer enni.

War al leur emañ he zad Efim Stepanov - Doue d'e bardono - o widilañ. N'hen gwel ket, met klevet a ra penaos en em ruilh war an douar en ur huanadiñ gant ar boan. Evel ma lavar-eñ, emañ «e darzh-kof o c'hoari gantañ». Ken garv eo e boan ma ne c'hall ket rannañ ger, ne c'hall nemet alaniñ ha stlakañ e zent gant trouz un daboulin:

- Bou-bou-bou-bou.

Aet eo he mamm Pelajia en ur redadenn da di an aotrouien evit lavaret dezhe emañ Efim o vervel. Aet eo kuit abaoe pell ha poent e vefe dezhi distreiñ. Astennet eo Varka war ar fornigell. N'eo ket kousket, emañ o selaou he zad oc'h ober «bou-bou-bou». Met setu ma klev ur c'harr o tostaat ouzh al lochenn. An aotrouien o deus kaset dezhe ur mezeg  yaouank eus kêr hag a zo d'an ampoent kouviad en o zi. Antren a ra an doktor el lochenn; ne c'hall den e welet en deñvalijenn, met e glevet a reer o waskennat hag o poulzañ an nor.

- Roit din gouloù, emezañ. - Bou-bou-bou, a respont Efim.

Hastañ a ra Pelajia war-du ar fornigell hag e stag da glask podig-pri an alumetez. Ur vunutenn a dremen er sioulder. Goude bezañ furchet en e c'hodelloù ez enaou an doktor un alumetezenn.

- Diouzhtu, Aotrou, diouzhtu, eme Pelajia en ur zilammat e-maez al lochenn; nebeut goude e teu en-dro gant ur c'houlaouenn.

Roz eo divjod Efim, lintrus eo e zaoulagad ha teurel a ra selloù talarek evel pa c'hallfe gwelet a-dreuz al lochenn hag ar mezeg.

- Ac'hanta! Petra zo troet ez penn? eme an doktor en ur stouiñ war-du ennañ. Hê! Hê! Abaoe pell 'maout er stuz-se?

- Penaos, Aotrou? Poent eo din mervel, Hoc'h Enor... Ne chomin ket bev...

- Arabat digaozeal... Da bareañ a raimp!

- Evel ma plijo ganeoc'h, Hoc'h Enor, mil drugarez deoc'h, met ret eo dimp kompren... pa zeu ar marv, ne vez netra d'ober.

E-pad ur c'hardeur e ra an doktor war e dro; neuze e sav e gein en ur lavaret:

- N'hallan ober netra... Ret eo mont d'an ospital, eno e vi oberataet. Diouzhtu-dak e rankez mont! Un tammig diwezhat eo; bremañ en ospital emañ an holl o kousket, met ne vern, ez an da reiñ dit un tamm lizher. Klevet a rez?

- Aotrou mat, penaos ez aio? eme Pelajia. N'hon eus marc'h ebet.

- N'eo ket tener, goulenn a rin digant an aotrounien reiñ dit ur marc'h.

An doktor a ya kuit, mervel a ra ar gouloù hag adarre e sav ar «bou-bou-bou». Un hantereur goude e klever trouz er-maez. Erru eo ar c'harr kaset gant an aotrouien evit mont d'an ospital. En em brientiñ a ra Efim hag ez a kuit...

Ha setu ma teu bremañ ar beure brav ha sklaer. Pelajia n'emañ ket er gêr, aet eo d'an ospital evit gouzout penaos e tro an traoù gant Efim. En un tu bennak e ouel ur bugel ha Varka a glev unan bennak o kanañ gant he mouezh dezhi:

- Toutouig bugelig, me 'gano dit ur sonig...

Distroet eo Pelajia; ober a ra sin ar groaz hag e lavar a vouezh izel:

En noz-mañ o deus dreset pep tra ennañ, met d'ar beure en deus rentet e ene da Zoue... Ra vo roet dezhañ an diskuizh peurbadel e rouantelezh an Neñv... A-hervez e oa re ziwezhat... Ret e vije bet dont abretoc'h!...

Mont a ra Varka d'ar c'hoad hag aze en em ro da leñvañ, met a-greiz-holl e sko unan bennak un taol war he c'hilpenn gant kement a nerzh ma'z a he zal da stekiñ ouzh ur wezenn-vezv. Sevel a ra he daoulagad hag e wel he mestr, ar c'hereour.

- Petra 'rez, hailhonez? emezañ. Emañ ar bugel o ouelañ ha te zo kousket?

Sachañ a ra garv war he skouarn, hi a ra un hej d'he fenn hag a luskell ar c'havell en ur vouskanañ he sonig. Brañsellat a ra an tarch arwer hag ar skeudoù taolet gant ar brageier hag ar mailhurennoù, blinkañ a reont outi ha buan e teuont da aloubiñ hec'h empenn. Gwelet a ra adarre an hent goloet a fank dourek. An dud gant o seier-kein hag ar skeudoù zo astennet war an douar; holl emaint o kousket flour. Mann nemet ouzh o gwelet e sant Varka ur c'hoant-kousket diroll o kregiñ enni; en em astenn a rafe gant plijadur, met he mamm Pelajia a gerzh en he c'hichen hag a lak bec'h warni. Hastañ a reont o-div da vont da glask fred e kêr.

- Un tamm aluzen, en an' Doue, a c'houlenn ar vamm digant an dremenidi. Bezit madelezhus, aotrounez! Doue hen paeo deoc'h.

- Z-amañ din ar bugel, a eilger ur vouezh anavezet mat ganti.  Z-amañ din ar bugel! a adlavar an hevelep mouezh, brouezet ha taeraet ar wech-mañ. Kousket out, pezh didalvez?

Lammat a ra Varka war he zreid ha goude ur sell en-dro dezhi e kompren: n'eus hent ebet amañ, Pelajia ebet, tremeniad ebet. Ne wel, er gambr, nemet he mestrez deut da reiñ bronn d'he bugel. E-keit m'emañ ar vestrez, anezhi ul lardonenn skoaziet-ledan, o vagañ hag o sioulaat ar bugel, e chom Varka en he sav da sellet outi en ur c'hortoz anezhi da echuiñ. Glasaat a ra dija an aer en tu all d'ar prenestroù tra ma tisliv ar skeudoù hag an tarch arwer war an terest. Emañ ar beure o tostaat.

- Kemer-eñ! eme ar vestrez en ur adprennañ he hiviz war he brennid. - Gouelañ a ra. Drougavizet eo bet moarvat.

Kemer a ra Varka ar bugel ha goude bezañ e laket en e gavell e stag adarre d'e luskellat. Tamm-ha-tamm e steuz an tarch arwer hag ar skeudoù ha n'eus mui netra oc'h en em silañ en he fenn hag o vorenniñ hec'h empenn. Met c'hoant-kousket he deus bepred, ur c'hoant-kousket spontus! Harpañ a ra Varka he fenn ouzh bord ar c'havell hag e vrañskell he c'horf a-bezh evit trec'hiñ war he c'hoant-kousket, met koc'hennet eo he daoulagad ha pounner he fenn.

- Varka, c'hwezh an tan er fornigell, a huch mouezh ar mestr a-drek an nor.

Poent eo eta dihuniñ hag en em lakat da labourat. Ha Varka da zilezel ar c'havell ha da vont d'ar red d'ar skiber davit keuneud. Laouen eo. Pa vez evel-se o redek pe o kerzhout he devez nebeutoc'h a c'hoant-kousket eget pa vez azezet. Degas a ra ar c'heuneud, c'hwezhañ an tan hag e sant he dremm reut o tistegnañ hag he mennozhioù o sklaeraat.

- Varka, tomm ar samovar, a huch ar vestrez.

Varka a zrailh skilhoù met a-vec'h m'he deus amzer d'o zanañ ha d'o lakat dindan ar samovar ma teu un urzh all:

- Varka, kerzh da naetaat galochoù ar mestr.

Mont a ra en he c'hoazez war al leur, naetaat ar galochoù ha soñjal pegen mat e vefe sankañ he fenn en ur mell galoch don hag ober enni ur c'hrogad kousket... Hag en un taol e teu ar c'haloch da vezañ brasoc'h, da goeñviñ betek leuniañ ar gambr a-bezh; lezel a ra Varka ar broust da gouezhañ, met diouzhtu e ra un hej d'he fenn, e tivarc'h he daoulagad hag e klask sellet ouzh an traoù en un doare all, gant ar spi da virout oute da greskiñ ha da zañsal dirak he daoulagad.

- Varka, kae er-maez da walc'hiñ ar skalier, ur vezh eo dirak ar pratikoù.

Varka a walc'h ar skalier, a gempenn ar c'hambroù, a c'hwezh an tan er fornigell all hag a red d'ar stal. Kalz a labour zo d'ober, ket ur vunutenn ehan.

Met eviti n'eus netra poaniusoc'h eget chom en he sav er memes plas, dirak taol ar gegin o peliat patatez. Sachet vez he fenn war-du an daol, trellet he daoulagad gant ar patatez, ar gontell a ziflip a-dre he daouarn hag en he c'hichen emañ ar vestrez lart, troñset ganti he milginoù, o treiñ-distreiñ fuloret hag o komz gant ur vouezh ken kreñv ma tregern divskouarn Varka. Ken poanius-all e kav servijañ ar predoù, gwalc'hiñ ha gwriat. Da bep ar mare e teu c'hoant dezhi d'en em lezel da gouezhañ war al leur ha da gousket hep soursial ouzh netra.

Tremen a ra an deiz. En ur sellet ouzh ar prenestroù o teñvalaat e wask Varka war he daouividig o kalediñ adarre hag e vousc'hoarzh hep gouzout perak. Brumenn an abardaez a flour he daoulagad damgloz hag a bromet dezhi ur c'housk don hag a zeuio hep dale. Diouzh an abardaez e teu an dud kouviet gant he mistri.

- Varka, tomm ar samovar! a huch ar vestrez.

Bihan eo samovar ar vistri hag evit ober trawalc'h a de evit ar gouvidi e rank hen lakaat pemp gwech da dommañ. Goude an te e chom Varka un eurvezh-pad en he sav er memes plas; sellet a ra ouzh ar gouvidi en ur c'hortoz an urzhioù.

- Varka, kerzh da brenañ teir boutailhad vier!

Strinkañ a ra er-maez hag e red buanañ ma c'hall evit kas kuit ar c'hoant-kousket.

- Varka, kerzh da brenañ vodka! Varka, pelec'h 'mañ an distouver? Varka, kempenn an harinked!

Erfin, setu aet kuit ar gouvidi; lazhet ar gouleier ez a ar vistri da gousket.

- Varka, luskell ar bugel - Setu an urzh diwezhañ klevet ganti.

Ar skrilh a gan er fornigell; an tarch arwer war an terest hag ar skeudoù taolet gant ar brageier hag ar mailhurennoù en em sil adarre e daoulagad damgloz Varka, a vlink outi hag a aloub he fenn.

- Toutouig bugelig, a vouskan Varka, me 'gano dit ur sonig,

Met gouelañ a ra ar bugel ha skuizh eo dre forzh gouelañ. Varka a wel adarre an hent goloet a fank, an dud gant o seier-kein, he mamm Pelajia, he zad Efim. Kompren a ra pep tra, anavezout a ra an holl; n'eus nemet un dra ha n'eo ket sklaer dezhi en he morgousk: ne oar ket pehini eo an nerzh a zo oc'h eren he divrec'h hag he divhar, o waskañ warni hag o virout outi da vevañ.

Sellet a ra en-dro dezhi, klask a ra an nerzh-se evit en em zizober dioutañ, met n'hen kav ket. A-benn ar fin, skuizh-divi, e tastum he holl youl, e par he selloù war an tarch o fiñval, ez astenn he skouarn davet ar griadenn hag e tiskoach an enebour a vir outi da vevañ.

An enebour-se eo ar bugel.

C'hoarzhin a ra. Souezhet eo: penaos n'he deus ket komprenet abretoc'h un dra ken anat? An tarch arwer, ar skeudoù hag ar skrilh a seblant ivez c'hoarzhin ha bezañ souezhet.

Touellet eo Varka gant he skiantoù. Sevel a ra diwar he skaoñ, ha gant ur mousc'hoarzh ledan ha selloù difiñv en em lak da bazeal dre ar gambr. Hilliget eo o soñjal ez eo deut ar mare d'en em zizober diouzh ar bugel a zalc'h ereet he divrec'h hag he divhar... Lazhañ ar bugel ha neuze kousket, kousket, kousket...

En ur c'hoarzhin hag en ur luchañ ouzh an tarch, he bizied astennet gourdrouzus war-du an terest, ez a Varka dre laer betek ar c'havell hag e stou war ar bugel.

Goude bezañ e vouget, en em lez da gouezhañ war al leur en ur c'hoarzhin gant al levenez, divec'hiet o soñjal e c'hall bremañ kousket; ha goude ur vunutenn emañ kousket start-start evel unan varv...


Copyright© 2015 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh (all rights reserved).
www.dikhadak.eu