Kozhni

Anton Tchec'hov

Troet diwar ar rusianeg gant Françoise Lermen

 

Distroet e oa an tisavour ha kuzulier-stad Ouzelkov d'e gêr c'henidik, 'lec'h ma oa bet galvet evit adkempenn iliz ar vered. Ganet ha savet e oa bet er gêr-se hag enni e oa bet euredet ivez, met a-vec'h eo ma c'hallas hec'h anavezout goude bezañ diskennet eus an treñ. Cheñchet e oa pep tra... Triwec'h vloaz a-raok, pa oa aet da chom da Sankt-Petersbourg, e veze gwelet, da skouer, krennarded o tapout sousliked war ar blasenn e-lec'h m'emañ hirie an ti-gar; hag e penn ar straed veur, e-lec'h ma oa gwechall ur c'hozh kloued louet, ez eus bremañ ur savadur a bevar estaj: an «Hotel Vienna». Met tra ebet, nag ar gloued nag an tiez, ne oa ken cheñchet hag an dud. Dre ober goulennoù ouzh ar mevel-ostaleri e teuas da c'houzout e oa aet an hanter eus e anaoudeien a-wechall da anaon, kouezhet er baourentez hag ankounaet.

Diwar e benn e-unan ez atersas ar mevel-ostaleri kozh: Dalc'het 'peus soñj eus Ouzelkov, an tisavour, an hini en doa lakaet terriñ e zimeziñ... Un ti en doa er straed Svirbeevskaia... Dalc'het 'peus soñj, neketa!...

-- N'em eus ket...

-- Ha penaos 'ta? Un istor brudet e oa koulskoude: an holl baotred-karr a ouie dioutañ. Klask eñvoriñ! Renet eo bet ar prosez gant an alvokad Chapkin, ul lampon anezhañ, ur barater, an hini en doa tapet, ur wech, ur roustad er c'hlub...

-- Ivan Nikolaitch ?

-- Ya, hemañ dres... Bev eo c'hoazh? Marv eo?

-- Bev eo c'hoazh, a-drugarez Doue... Notar eo bremañ hag ur studi en deus war e anv... C'hoari gaer a ra... Perc'henn eo da zaou di er straed Kirpitchnaia... Nevez 'zo en deus dimezet e verc'h...

Kregiñ a reas Ouzelkov da bilpasat dre ar sal en ur brederiañ, ha dre ma kave hir e amzer e reas e soñj mont da gavout Chapkin. Kreisteiz e oa pa guitaas an ostaleri ha pa skoas war-du ar straed Kirpitchnaia. Kavout a reas Chapkin en e studi ha poan en devoe ouzh e anavezout. An alvokad moan ha gwevn, gant ur min fiñvus ha dichipot, bepred mezv, a oa troet bremañ en ur c'hozhiad uvel ha kabac'h gant blev arc'hant.

-- Moarvat n'oc'h ket evit ma anavezout... a grogas Ouzelkov. -- Ur pratik deoc'h on bet gwechall: Ouzelkov.

-- Ouzelkov? Petore Ouzelkov? Ac'h!

Koun a zeuas da Chapkin, e anavezout a reas erfin hag e chomas sabatuet. Neuze e tarzhas ur froudad youc'hadennoù, goulennoù, eñvorennoù.

-- Ne oan ket engortoz eus kement-mañ! Biken n'em bije soñjet! a skloke Chapkin. -- Petra a c'hallan kinnig deoc'h? Ur bannac'h gwin Champagn? un toullad istr, marteze? Ma mignon kaezh, kement a arc'hant am eus tennet diouzhoc'h gwechall ma n'ouzon ket bremañ petra kinnig deoc'h...

-- Me ho ped, bezit dinec'h, eme Ouzelkov -- Pres zo warnon... Ret eo din mont hep dale d'ar vered evit teurel ur sell war an iliz... Karget on bet d'ober labourioù...

-- Eus ar c'hentañ. Amzer dimp da zebriñ un tamm ha da evañ ur bannac'h hag ez aimp asambles! Kezeg eus an dibab am eus! Ho kas di a rin, hag ho lakaat d'ober anaoudegezh gant maer ar gumun... Reizhañ a rin pep tra. Met petra zo ganeoc'h mignon kaezh? Evel pa vijec'h o pellaat diouzhin! Aon ho peus? Tostait!... Bremañ n'ho peus ket ezhomm da gaout aon... A! Gwechall e oan ur paotr fin, ul louarn a zen... gwelloc'h oa chom pell diouzhin... Met bremañ... un den sioul, un den kozh on; ur familh am eus, bugale. Ha dizale e vo poent din mervel.

Goude bezañ debret un tamm ez eas an daou geneil war-du ar vered en un dranell stlejet gant daou varc'h.

-- A! d'ar c'houlz-se! a gounaas Chapkin en ur vont en e azez en dranell. -- Pa soñjan e kement-se holl, em bez poan o krediñ. Koun ho peus c'hoazh penaos oc'h bet dispartiet diouzh ho kwreg? Tost da ugent vloaz zo aet e-biou abaoe, ha marteze ho peus ankounaet, met eñvoriñ a ran-me pep tra dre ar munud evel pa vije c'hoarvezet dec'h... Ma Doue benniget, en em zivadeziñ 'm boa graet d'ar c'houlz-se! Ur paotr ouesk e oan, ur breujataer, ur rioter, ur penn kollet... Prest e vezen bepred da lammat war n'eus forzh pe afer luziet, dreist-holl pa veze mat ar gopr, evel en ho prosez da skouer... Pegement ho poa roet din? Pemp-c'hwec'h mil! Neuze, perak n'em bije ket graet ma seizh gwellañ? C'hwi a yeas da Sankt-Petersbourg en ur lezel pep tra em c'harg: gra evel ma kari, emezoc'h. Met ho pried, Sofia Mikaelovna, eviti da vezañ eus un tiegezh marc'hadourien, a oa ur plac'h a lorc'h, leun a fiziañs enni hec'h-unan. He darboellañ da zegemer arc'hant evit sammañ ar bec'h war he choug ne oa ket un afer aes... diaes-spontus eo bet! A-wechoù, pa'z aen d'he c'havout e huche war ar vatezh kerkent ha ma wele al liv ac'hanon: «Macha, difennet em boa ouzhit degemer seurt lañfreidi!» Hag e klasken tostaat outi e doare pe zoare... skrivañ a raen lizhiri dezhi, klask an tu d'he gwelet evel dre zegouezh - pep tra en aner! Ret e voe din pediñ unan bennak da vont da hanterour... Pell amzer em eus bet darbar ganti ha ne blegas nemet goude m'ho poa asantet reiñ dek mil roubl dezhi... Dek mil - ne oa ket evit herzel... Dirollañ a reas da ouelañ, tufañ ouzhin e-kreiz ma daoulagad, met asantiñ a reas sammañ ar bec'h war he choug!

-- Diganin ho poa bet, war a gredan, n'eo ket dek met pemzek mil! a hiboudas Ouzelkov.

-- Ya, ya... pemzek, faziet 'meus! a respontas Chapkin nec'het. -- Ha forzh penaos, un afer gozh eo bremañ, petra dalv kuzhat ar pec'hed. Reiñ a ris dezhi dek mil hag eus ar pemp mil a chome e ris ma rann... Ho touellañ ho-taou 'm eus graet... met tremenet ez eus meur a warlene abaoe, ezhomm ebet ken da gaout mezh... Ha digant piv tennañ arc'hant, Boris Petrovitch, ma ne oa ket diganeoc'h, barnit hoc'h-unan!... Un den pinvidik e oac'h, un den hag a gave bepred e walc'h... Evit kavout ho kwalc'h ho poa fortuniet hag evit kaout ho kwalc'h ho poa lakaet terriñ ho timeziñ... Divuzul e oa ho kounidoù... Soñj am eus penaos ho poa rastellet, da heul ur marc'had, unan hepken, ugent mil roubl... Digant piv eta tennañ arc'hant ma ne oa ket diganeoc'h? Evit anzav ar wirionez, krignet e oan ivez gant an avi... Pa veze kaset ganeoc'h un taol bras da benn, e vezec'h meulet hag enoret; me avat a veze kannet evit un toullad roubloù hag er c'hlub e veze roet din skouarnadoù... Met perak lakaat an dra-se war an tabier! Poent eo ankounaat...

-- Lavarit din, mar plij, penaos he deus bevet Sofia Mikaelovna da c'houde?

-- Gant an dek mil roubl? Fall-spontus... Doue hepken a oar perak: daoust ha koll a reas he fenn, pe daoust ha pistiget e oa he c'houstiañs ha gloazet hec'h emlorc'h abalamour ma oa en em werzhet evit arc'hant? Met marteze he doa ivez karantez ouzhoc'h - forzh penaos, en em roas da evañ... A-vec'h godellet ganti hec'h arc'hant, en em lakaas da vont da bourmen en troika gant ofiserien... Evadegoù, abadennoù-orged, buhez diroll... Ha pa veze ouzh taol gant an ofiserien en ostaleri, n'eo ket bannac'hoù hini dous, evel porto da skouer, a yae ganti met bannac'hoù kognac, ken ma veze diouzhtu tommet dezhi ha mezevellet he fenn.

-- Ya, homañ oa ur plac'h diouti hec'h-unan... Nag a reuz am eus gouzañvet ganti... Pa zegouezhe dezhi bezañ feuket ha pa groge he nervennoù da verviñ enni... Ha petra zo c'hoarvezet da c'houde?

-- Ur sizhun a dremenas, ha neuze unan all... Er gêr e oan, o skrivañ un dra bennak...

A-daol-trumm e tigoras an nor ha setu-hi e-barzh... mezv... «Kemerit hoc'h arc'hant brein en-dro!» emezi. Hag e stlapas ar pakad ouzh ma fenn. Ne oa ket bet gouest, eta, da badout pelloc'h! Ha me tapout an arc'hant ha kontañ... Mankout a rae pemp kant... Ne oa ket deut a-benn da zrailhañ muioc'h eget pemp kant roubl...

-- Ha petra ho peus graet gant an arc'hant?

-- Un afer gozh eo... n'eus mui netra da guzhat... Evel-just, e viris an arc'hant! Petra zo kaoz e sellit ouzhin e-giz-se? Gortozit hag e klevoc'h petra zo o tont bremañ... Ur romant a-bezh, psikiatriezh rik! Setu: daou viz bennak goude e oan o tistreiñ d'ar gêr en noz, mezv-dall, un heug... Enaouiñ a ris ar goulou hag e welis Sofia Mikaelovna em zi, azezet war ma sofa, mezv hi ivez, strafuilhet-holl, gouez, evel unan tec'het eus ti ar re sot... «Roit din ma arc'hant en-dro!» emezi, «distroet on diwar ma mennozh. Kement ha vont d'an traoñ, koulz eo din kouezhañ war an ton bras, ya, kement hag ober! Grit dillo, c'hwi, lampon, roit din an arc'hant!» Spontus!

-- Hag... o roet ho peus dezhi?

-- Ya, dek roubl war a gredan...

-- Ac'h, penaos ho peus gallet? a huchas Ouzelkov en ur gammañ e veg. -- Mar n'ho poa ket aez, pe c'hoant, da adreiñ dezhi an arc'hant, n'ho poa ken 'met skrivañ din... Ha me ne ouien netra! Ac'h, ne ouien netra!

-- Ma mignon kaezh, da be vad em bije skrivet deoc'h, p'he deus skrivet hi hec'h-unan da c'houde, pa oa en ospital?

-- E gwirionez, ken dalc'het e oan gant ma eil-dimeziñ, ken entanet, ma n'em boa ket amzer da soñjal e lizhiri... Met c'hwi un den estren, n'ho poa ket a gas ouzh Sofia... Perak n'ho peus ket roet dorn dezhi?

-- Ne c'hallomp ket barn an traoù-se gant ar muzul a-vremañ, Boris Petrovitch... Gwechall diouzh gwechall, hirie diouzh hirie... Bremañ, marteze, em bije roet dezhi mil roubl, met d'ar c'houlz-se, an dek roubl zoken... n'em boa ket o roet dezhi evit netra... Un istor lous... Ret eo ankounaat... Ha setu-ni erru...

Chom a reas an dranell a-sav dirak porrastell ar vered. Ouzelkov ha Chapkin a ziskennas, a yeas e-barzh hag a gerzhas a-hed un alez hir ha ledan... Ar gwez-kerez hag ar gwez-kasia noazh, ar c'hroazioù hag ar bezioù louet a lugerne dindan ur vantellad frim arc'hantet. Pep fulenn erc'h a daole warne sklêrijenn an deiz heoliek... Evel en holl veredoù a vro-Rusia e save c'hwezh an ezañs mesket gant c'hwezh an douar nevez-troet...

-- Ur gaer a vered hon eus! eme Ouzelkov. -- evel ul liorzh!

-- Ya, met ar mein-bez a ya siwazh gant al laer... Gwelit, du-hont dindan ar volz-kañv houarn-se, war an tu dehou, eo douaret Sofia Mikaelovna! C'hoant ho peus da vont tostoc'h?

An daou geneil a droas war an tu dehou hag a gerzhas dre an erc'h tev etrezek ar bez.

-- Aze, eme Chapkin, en ur ziskouez ur maen-kañv bihan e marbr gwenn... -- Lakaet eo bet war he bez gant ul letanant bennak...

Ouzelkov a dennas goustadik e dog hag a ziskouezas e benn moal d'an heol. Diouzhtu goude e tennas Chapkin e dog ivez ha daou benn moal a luc'has dindan bannoù an heol. En-dro dezhe e oa ur sioulder pounner o ren, evel pa vije marv an aer... Sellet a reas an daou geneil ouzh ar maen-kañv, tavedek ha beuzet en o soñjoù.

-- Kousket eo bremañ, eme Chapkin en ur derriñ ar sioulder, ha petra 'ra dezhi bezañ sammet ar bec'h war he choug hag evet kognak. Anzavit, Boris Petrovitch.

-- Petra? a c'houlennas Ouzelkov, teñval e benn.

-- Forzh pegen fall eo bet an amzer dremenet, e oa gwelloc'h eget an dra-mañ...

Hag e tiskouezas Chapkin e vlev louet.

-- Gwechall ne soñjen ket em eur diwezhañ... Soñjal a rae din em bije kemeret ma c'hreñv war ar marv ma teuje din kejañ gantañ... Ha bremañ... ma, laoskomp se.

An dristidigezh a leunias kalon Ouzelkov. Ur c'hoant didrec'hus en doa da leñvañ, ur c'hoant ken kreñv hag ar c'hoant a zeue dezhañ gwechall d'en em reiñ d'ar garantez... Ha santout a rae e vije bet e zaeroù dous ha distanus... Gleb e oa e zaoulagad ha santout a rae e oa sanket e c'houzoug, met... en e gichen e oa Chapkin ha mezh en doa Ouzelkov o tiskouez dezhañ pegen gwan e oa. Treiñ a reas trumm hag e skoas war-du an iliz.

N'eo nemet div eur diwezhatoc'h, goude bezañ en em renket gant ar maer hag ensellet an iliz, ma kavas e du, tra ma oa Chapkin o tivizout gant ar beleg, da dec'hout kuit evit leñvañ... Dre laerezh, en ur sellet dre guzh en-dro dezhañ, en em silas betek ar bez. Leun a velkoni hag a breder e selle ar maen-kañv bihan outañ, ken dinamm ha pa vije douaret dindanañ ur plac'hig vihan ha n'eo ket ur vaouez divergont dispartiet diouzh he fried.

- Leñvañ, ya, leñvañ! a sonje Ouzelkov .

Met tremenet e oa mare an daeroù. Kaer en doa an hini kozh gwilc'hañ e zaoulagad, klask reiñ d'e soñjoù ul liv kañvaouüs, ne ruilhe ket an daeroù ha ne zeue netra da stankañ e c'houzoug... Goude bezañ chomet evel-se un dek munutenn bennak e wintas Ouzelkov e vrec'h hag e kerzhas da gaout Chapkin.