Tri marv

Lev Tolstoi

Troet diwar ar rusianeg gant Françoise Lermen

 

I

An diskaramzer oa o ren. War an hent bras e trote dillo daou sternad-kezeg. Er charr kentañ e oa div vaouez: un itron, treut ha drouklivet, hag he matezh, ur plac'h kuilh ha livrin. Blev berr ha chutet a zifoupe dre zindan tog dislivet homañ hag he dorn ruz, paket en ur maneg diroget, a glaske o ingaliñ gant jestroù prim. C'hwezh ar yec'hed a save diouzh he bruched sonn, goloet gant ur chal-tapis. He daoulagad du ha bliv a heulie dre ar prenestr ar parkeier o tibunañ hag a daole, gwech ha tro, selloù lentik war an itron pe selloù nec'het ouzh kornioù ar c'harroñs. Dirak fri ar vatezh e vrañskelle tok an itron, istribilhet ouzh ar roued-pakajoù. War he barlenn e talc'he un  tamm ki bihan, ha gant he zreid o taboulinañ war ar c'hasedoù renket war plañchod ar c'harroñs e rae un trouzig skañv hag a eile chourik ar gwinterelloù ha stirlink ar sklasennoù.

An itron, kroaziet he daouarn war he barlenn ha serret he daoulagad ganti, a heje goustad he c'horf harpet war ar pluegoù bountet dindan he c'hein, hag a strive, en ur grizañ he zal, da voustrañ war he barradoù gwaskenn. War he fenn e touge ur boned-noz gwenn, hag en-dro d'he gouzoug bresk ha disliv e oa skoulmet ur skerb glas. Ur rann eeun, damguzhet dindan ar boned, a zispartie he blev gell-sklaer, plaen-meurbet, pladet gant traet; evel krin ha divuhez e oa ar c'hroc'hen gwenn lakaet war wel gant ar rann ledan-se. Re laosk e oa ar c'hroc'hen a c'holoe he dremm heneuz ha mistr, ur c'hroc'hen gweñvet ha damwelen, ruziet e korn ar jodoù. He diweuz a oa sec'h ha krenus, he malgudennoù rouez a oa reut ha war he bruched kleuz e rae he mantell vezher plegoù eeun. Daoust ma oa kloz he daoulagad, e oa merket dremm an itron gant ar skuizhder, gant an hegaz ha gant ar poanioù a c'houzañve bemdez.

Al lakez, ilinet ouzh ar skaoñ, a oa moredet, ar paotr-karr a gase prim ar sternad pounner war-raok en ur huchal a-daoladoù war ar pevar loen dour-c'hwez-holl; gwech an amzer e troe e benn war-du ar blenier all hag a huche ivez er c'harr-skañv, a-drek dezhañ. Rodoù ar c'hirri a leze war o lerc'h roudennoù ledan, kenstur hag ingal, enlouc'het don e poultr razek an hent. Louet ha yen e oa an oabl hag  ur vrumenn vouest a gouezhe war ar maezioù ha war an hent. E diabarzh ar c'harroñs e oa mougus an aer, leuniet gant frond an dour Kologn ha c'hwezh ar poultr. Teurel a reas ar glañvourez he fenn war-dreñv ha e tigoras goustad he malvennoù. Skedus e oa he daoulagad bras, ha kaer-dispar e oa  o liv teñval.

- Adarre! - emezi en ur bellaat nervus, gant he dorn mistr ha moan, traoñ mantell ar vatezh deut da spinañ skañvik he zroad; ur vousklenn a boan a gammas he genou. Matriocha a zastumas he mantell gant he daou zorn, a savas war he divhar kreñv hag a daolas he fouez un tammig pelloc'h. Ul liv ruz-tan a wiskas he dremm fresk. Daoulagad teñval ha kaer ar glañvourez a heulie gant birvilh fiñvoù ar vatezh. Gant he daou zorn en em harpas an itron ouzh an azezenn hag e klaskas sevel evit mont en he c'hoazez un tammig uheloc'h, met re zinerzh e oa. Kammañ a reas he genou hag ul luc'hedenn a zroukfent dic'halloud a zistummas he dremm. - Ma teufes da vihanañ war ma sikour!... Ac'h! N'eo ket ret. En em zibab a rin ma-unan, met na laka ket da gozh seier a-drek din, me az ped!... Gwell eo dit chom hep emellout ma n'ouzout ket an doare! Klozañ a reas an itron he daoulagad, met diouzhtu goude e savas adarre he malvennoù hag e taolas ur sell war ar vatezh. Matriocha a selle outi en ur zantañ he muzell-draoñ ruz. Eus bruched ar glañvourez e savas un huanadenn bounner hag a droas buan en ur barrad gwaskenn. Treiñ a reas he fenn ha gant ur vousklenn a boan e stardas he bruched gant he daou zorn. Pa voe torret d'he barrad gwaskenn e klozas adarre he daoulagad hag e chomas difiñv. Ar c'harroñs hag ar c'harr-skañv a dreuzas ur gêriadenn. Tennañ a reas Matriocha he dorn tev a-zindan he chal hag e reas sin ar groaz.

- Petra 'zo? - a c'houlennas an itron.

- Un arsavlec'h, itron.

- Perak ec'h eus graet sin ar groaz, a c'houlennan!

- Un iliz, itron.

Treiñ a reas ar glañvourez he fenn war-du ar prenestr ha goustadik e reas sin ar groaz en ur barañ he daoulagad dispourbellet war an iliz-parrez vras ma rae ar c'harroñs an dro dezhi.

Herzel a reas ar c'harroñs hag ar c'harr-skañv asambles dirak an arsavlec'h. Eus ar c'harr-skañv e tiskennas pried ar glañvourez hag ar mezeg, hag int war-du ar c'harroñs.

- Penaos en em santit? a c'houlennas ar mezeg en ur lakat e vizied war he gwazhienn-veud.

- Alato, kaezhig, penaos emañ kont ganit? N'out ket re skuizh? a c'houlennas he fried e galleg. N'ec'h eus ket c'hoant da ziskenn?

Matriocha, dastumet ganti ar pakajoù, a chome tamolodet en ur c'horn gant aon da zirenkañ ar gaoz.

- Evel-seik, bepred ar memes tra - a respontas ar glañvourez. Ne ziskennin ket.

A-benn ur pennadig ez eas ar gwaz e-barzh an ti-arsav. Matriocha a lammas e-maez ar c'harroñs hag a redas er vouilhenn war vegoù he zreid betek ar porrastell.

- N'eo ket war zigarez n'en em gavan ket mat e tleit-c'hwi chom hep dijuniñ, eme ar glañvourez en ur vousc'hoarzhin dousik d'ar mezeg hag a chome e-tal dor ar c'harroñs.

- N'int ket nec'het ganin, a lavaras enni hec'h-unan pa welas ar mezeg o pignat a-lamm gant ar skalier goude bezañ aet kuit war e bouezig. Gante ez a mat an traoù ha ne reont forzh eus netra. O! Ma Doue.

- Ac'hanta, Edouard Ivanovitch, - eme ar gwaz d'ar mezeg en ur frotañ e zaouarn, ur mousc'hoarzh laouen war e zremm, - roet em eus urzh da zegas dimp ar rikoù-te. Petra a soñjit eus se?

- N'eo ket fall, a respontas ar mezeg.

- Ha neuze, penaos emañ kont ganti? a c'houlennas ar gwaz gant un huanadenn, izel e vouezh ha krizet e zivabrant.

- Hen lavaret em eus deoc'h: Ne c'hell ket mont betek Bro-Italia, hag ur burzhud e vefe ma 'c'h afe betek Moskov. Dreist-holl gant ur seurt amzer.

- Petra ober, neuze? Ac'h! Ma Doue! Ma Doue! - Mouchañ a reas ar gwaz e zaoulagad gant e zorn. - Lak-hañ amañ, a lavaras d'an den a zegase ar c'hased gant ar rikoù-te.

- Ret e vije bet chom er gêr, a respontas ar mezeg gant ur c'hruz d'e zivskoaz.

- Lavarit 'ta, petra oan-me gouest d'ober? a eilgerias ar gwaz. Ma seizh gwellañ am eus graet evit he darboellañ, komzet em eus outi eus an arc'hant, eus ar vugale a rankemp lezel er gêr, eus ma aferioù. Skouarn vouzar he deus graet. Empentiñ a ra,  evel pa vije yac'h, ur vuhez en estrenvro. Lavaret dezhi e petore stad emañ a vefe reiñ taol ar marv dezhi.

- Marv eo endeo, ret eo deoc'h gouzout, Vassili Dmitritch. Ne c'hell ket an den bevañ hep skevent ha ne gresk ket ar skevent en-dro. Trist eo, mantrus eo, met petra ober? Ho kefridi ha ma hini eo ober e doare ma vo he finvez ken peoc'hus ha ma c'hell bezañ. Ezhomm a vefe bremañ eus ur c'hofesour.

- Ac'h, ma Doue! Soñjit 'ta e petore enkadenn e vin ma lakan ar gaoz war he c'hoantoù diwezhañ. C'hoarvezet a c'hoarvezo, ne lavarin netra dezhi. Gouzout a rit pegen mat eo...

- Klaskit koulskoude derc'hel warni betek ma c'hellimp beajiñ war an hentoù-goañv1 , eme ar mezeg en ur hejañ e benn gant un neuz soñjus, rak meur a dra fall a c'hell c'hoarvezout bremañ e-pad ar veaj.

- Aksioucha, hê! Aksioucha, - a grie merc'h mestr an arsavlec'h en ur lakaat he jakedenn da dremen dreist he fenn, he zreid o tankeal war ar pondalez a-dreñv kailharek-holl, - deomp da welet an itron eus Chirkino. Hervez lâret emañ da vezañ kaset d'an estrenvro en askont d'he droug-skevent. Biskoazh n'em eus gwelet pe neuz zo gant an dud taget gant an droug-skevent.

Lammat a reas Aksioucha war an treuzoù hag an div blac'h a redas dorn-ouzh-dorn en tu all d'ar porrastell. Neuze, a-gammedoù gorrekoc'h, e tremenjont e-biou d'ar c'harroñs hag e taoljont ur sell dreist ar sklasenn diskennet. Treiñ a reas ar glañvourez he fenn war-du enne, met pa welas pegen ranell e oant, e teñvalaas he dremm hag e tistroas he daoulagad diwarne.

- Ma Doue koulskoude! - eme merc'h mestr an arsavlec'h en ur dreiñ buan he fenn. Un itron ken marzhus he c'hened, e pe stad eo rentet bremañ! Spouronus eo eend-eeun. Gwelet 'peus Aksioucha?

- Ya, pegen treut eo! a asantas Aksioucha. Deomp d'ober ur sell c'hoazh; greomp evel pa vefemp o vont d'ar puñs. Gwelet 'peus, distroet he deus he fenn, met gwelet a-walc'h 'm eus koulskoude. Nag un druez, Macha!

- Ha nag a vouilhenn amañ! a respontas Macha, hag o-div da redek en-dro war-du ar porrastell.

«Spontus on da welet, war a seblant, - a soñjas ar glañvourez. - Buan-buan d'an estrenvro, eno e teuin prim e-barzh.»

- Neuze, penaos emañ kont ganit, kaezhig? eme he fried en ur chaokat un dra bennak tra ma tostae ouzh ar c'harroñs.

«Atav an hevelep goulenn - a soñjas ar glañvourez - hag e-keit-se emañ-eñ o tebriñ.»

- Evel-seik, a vouskomzas etre he dent.

- Sell 'ta, kaezhig, 'm eus aon ec'h aio da gleñved war washaat ma reomp ar veaj gant ur seurt amzer, hag Edouard Ivanitch a lavar heñvel ouzhin. Daoust ha ne vefe ket gwelloc'h distreiñ d'ar gêr?

Chom a rae-hi sioul, droug enni.

- War wellaat ec'h aio an amzer, plaenoc'h e vo an hent-goañv ha gwelloc'h evidout; hag e c'hellfemp mont kuit holl asambles.

- Ma digarez. Ma n'em bije ket selaouet ouzhit keid-all, e vijen bremañ e Berlin, yac'h-pesk.

- Ma! Penaos ober, ma aelig? Ne oa ket tu, hen gouzout a rez. Bremañ, avat, ma chomfes c'hoazh ur miz er gêr e c'hellfes diskuizhañ; echuiñ a rafen-me ma aferioù hag e kasfemp ar vugale ganimp.

- Yac'h eo ar vugale, me n'on ket.

- Kompren 'ta, kaezhig, gant an amzer-mañ, ma teu da gleñved da washaat... Er gêr e vi, da vihanañ.

- Petra, er gêr?... Mervel er gêr? a respontas ar glañvourez gant imor. Met spontet e voe evit doare gant ar ger mervel  hag e paras war he fried selloù aspedus ha goulennus. Stouiñ a reas-eñ e zaoulagad hag e chomas sioul. Ar glañvourez a gammas he genou e-giz ur bugel ha daeroù a ruilhas eus he daoulagad. Kuzhat a reas he fried e zremm en e frilien ha, sioulik, e pellaas diouzh ar c'harroñs.

- Nann, mont kuit a fell din, eme ar glañvourez. Sevel a reas he daoulagad d'an neñv en ur juntañ he daouarn hag e krogas da vouboual komzoù hep penn na lost.  «Ma Doue! Perak 'ta? emezi,» ha stankoc'h e redas he daeroù. Hir amzer e tibunas pedennoù birvidik, met gwasket e chome he bruched ha poan he doa ennañ; an oabl, ar parkoù hag an hent a oa bepred louet ha trist hag an hevelep brumenn diskaramzer, na fetisoc'h na skañvoc'h, a gouezhe bepred war fank an hent, war an toennoù, war ar c'harroñs ha war mantilli-kroc'hen ar baotred-karr a glakenne gant mouezhioù kreñv ha drant e-ser lardañ ha sternañ ar c'harroñs...

 

 

Sternet e oa ar c'harroñs met ar blenier a chome da dortañ. Antreet e oa en ti-arsav. An aergelc'h e-barzh an izba a oa tomm, mougus, teñval ha gwaskus; c'hwezh ar vuhez pemdez, ar bara poazhet, ar c'haol hag ar c'hroc'hen-maout a rene enni. Er sal e oa meur a baotr-karr; ar geginerez a laboure a-zevri en-dro d'ar fornigell ha war c'horre ar fornigell, dindan krec'hin-meot, e oa gourvezet un den klañv.

- Tonton Fiodor, hê! tonton Fiodor, a lavaras dezhañ ur paotr-karr yaouank gwisket gant ur vantell kroc'hen-maout, ur skourjez ouzh e c'houriz, en ur vont tre e-barzh ar sal.

- Te, jalod, petra 'glaskez digant Fiedia? a eilgerias unan eus ar baotred-karr, 'welez ket ez out gortozet er c'harroñs?

- C'hoant 'm eus da c'houlenn e heuzoù digantañ; foeltret eo ma re, a respontas ar paotr en ur gas e vlev war-dreñv hag en ur renkañ e vitonoù en e c'houriz. - Ha kousket eo! Hê! tonton Fiodor? a lavaras adarre en ur gerzhout war-du ar fornigell.

- Petra? eme ur vouezh wan, hag un dremm kastiz ha rous a ziflukas diwar c'horre ar fornigell. Un dorn ledan, digig, disliv ha blevek, a sachas ur vantell war ur skoaz askornek goloet gant ur roched lous. - Ro din da evañ, breur; petra 'fell dit?

Ar paotr a roas ur skudellad dour dezhañ.

- Ma! Fiedia, emezañ en ur vrañsellat diwar an eil troad d'egile, 'teus ket ezhomm ken eus heuzoù nevez 'm eus aon; ro 'nezhe din 'ta; n'out ket ken evit bale, 'm eus aon.

An hini klañv, e benn skuizh peget ouzh ar skudell lufr, e vourroù tanav ha diflak soubet en dour teñval, a gluke dinerzh ha lontek war un dro. Lous e oa e varv fuilhet; gant poan e savas e zaoulagad kleuz ha dilufr war-du dremm ar paotr. Goude bezañ evet e klaskas sevel e zorn evit torchañ e vuzelloù gleb met ne c'hellas ket hag e frotas anezhe ouzh milgin e vantell. Sioul, en ur dennañ e alan dre e fri, e sellas eeun ouzh ar paotr e-kreiz e zaoulagad hag e klaskas dastum e nerzh.

- Marteze 't eus prometet 'nezhe da unan bennak, eme ar paotr, - ingal eo neuze. Met gleb eo an amzer er-maez, aze 'mañ an dalc'h. Rankout 'ran labourat ha soñjet 'm eus: Ha ma c'houlennfen e heuzoù digant Fiedia, n'en eus ket ezhomm dioute 'm eus aon. Met marteze 'teus ezhomm dioute, neuze 'teus ken 'met lâret din...

E bruched an hini klañv e krogas un dra bennak da glogoriñ ha da vourbouilhat; plegañ a reas e gorf, hag ur barrad paz kreñv a savas eus e gorzailhenn; kinnig a rae mougañ.

- Da betra en dije ezhomm dioute - a laoskas, dre an izba a-bezh, ar geginerez aet a-daol-trumm e kounnar - abaoe daou viz bremañ ne zistok ket diouzh ar fornigell. Sell, penaos e c'houzañv, poan am bez em diabarzh pa glevan 'nezhañ. Da betra e servij e heuzoù dezhañ! 'Vo ket douaret gant e heuzoù nevez. Abaoe pell 'zo 'mañ arru e penn e hent, Doue ra bardono din ar pec'hed-mañ.

Gwelet 'rez penaos e c'houzañv. Ret 'vefe kas 'nezhañ d'un izba all, pe, me oar-me, d'ul lec'h all. Ospitalioù 'vel-se zo e kêr, a-hervez; ur gwall afer eo a-hend-all. Stouvañ 'ra plas, setu an dalc'h. N'eus ket a blas ken amañ. Ha ret eo c'hoazh, gant se, derc'hel naet an ti!

- Hê, Serioga! deus 'ta ha bec'h de'i! 'mañ an aotrounez o c'hortoz - a huchas mestr an arsavlec'h.

Serioga oa war-nes mont kuit hep gortoz ur respont, met gant ul luchadenn outañ e tiskouezas an hini klañv, e-kreiz ur barrad gwaskenn, en doa c'hoant da lâret un dra bennak dezhañ.

- Kemer an heuzoù, Serioga, emezañ, goude bezañ moustret war e varrad paz hag adkavet e alan. - Met selaou, a ouzhpennas gant ur vouezh raouliet, pren din ur maen pa vin marv.

- Bennozh Doue dit, tonton, kemer 'ran 'nezhe 'ta, hag ar maen, se zo sur, a vo prenet.

- Hê, paotred, klevet 'peus, a zistagas c'hoazh an hini klañv; neuze ec'h eas adarre en e blegoù, prest da vougañ.

- Ya 'vat, klevet hon eus, eme unan eus ar baotred-karr. Deus, Serioga, bec'h de'i. Setu ar mestr o tont adarre. Klañv eo an itron eus Chirkino, te oar.

Buan e tennas Serioga e heuzoù foeltret ha kalz re vras hag e skoas anezhe dindan ur bank. Diouzh e vent end-eeun e oa heuzoù nevez tonton Fiodor ha Serioga, en ur luchañ oute, a gerzhas war-du ar c'harroñs.

- Na setu heuzoù kaer! Deus 'ta ma lakin 'nezhe da luc'hañ, eme ur paotr-karr, ur voestad druzoni gantañ en e zorn, tra ma pigne Serioga war an azezenn en ur zastum ar rañjennoù. Evit netra 'neus roet 'nezhe dit ?

- Gwarizius out, 'm eus aon, a eilgerias Serioga en ur sevel un tammig diwar e goazez evit pakañ e zivhar e pastelloù e vantell. Laosk da filañ! holla, loutiged ma c'halon! - a huchas d'ar c'hezeg en ur sevel e skourjez; ar c'harroñs hag ar c'harr-skañv, sammet gant ar veajourien, gant o malizennoù hag o c'hasedoù, a loc'has herrek  war an hent gleb hag a steuzias el latar louet.

Chom a reas ar blenier klañv e tommder mougus an izba, war c'horre ar fornigell, hag hep bezañ skarzhet e gorzailhenn e troas e gorf gant kalz a boan war an tu all hag e sioulaas dezhañ.

Leuniet e voe an izba betek an abardaez gant tud o tont, o vont, hag o prejañ - ne oa trouz ebet ken gant an hini klañv. Da serr-noz e krapas ar geginerez war ar fornigell ha, dreist e zivhar, e tapas ur vantell groc'hen.

- Arabat dit be'añ fuloret ouzhin, Nastasia, eme an hini klañv, 'benn nebeut 'vin skarzhet kuit diouzh da gogn.

- Mat eo, mat eo, se ne ra nitra, a valbouzas Nastasia, Met petra 'zo oc'h ober poan dit? - Lâr din.

- Gwak eo pep tra 'barzh ennon. Doue oar petra eo.

- 'Mechañs e teu poan en da c'houzoug pa vezez o pasaat.

- Poan 'm bez dre-holl. Ar marv zo warnon, setu tout - Ac'h, ac'h, ac'h! a hirvoudas an hini klañv.

- Golo da zivhar 'vel-se, eme Nastasia en ur sachañ ar vantell warnañ e-ser diskenn diwar ar fornigell.

Ul lutig-noz a daole e sklêrijenn wan dre an izba. Nastasia hag un dek bennak a baotred-karr a oa o kousket hag o tiroc'hal gant kalz a drouz war al leur ha war ar bankoù. Ne oa nemet an hini klañv o leuskel hirvoudoù gwan, o pasaat hag o tispac'hañ war ar fornigell. Pa dostaas ar beure e oa sioulaet krenn.

- Un huñvre iskis 'm eus graet 'pad an noz, eme ar geginerez er beure war-lerc'h en ur zivorzañ hec'h izili en amc'houloù. Gwelet 'ran tonton Fiodor o tiskenn diwar ar fornigell hag o vont da droc'hañ koad. Dao, Nastia, 'mezañ, 'c'h an da reiñ dorn dit; ha me ha lâret dezhañ: pelec'h2 'c'hallfes-te troc'hañ koad! Met setu ma tap krog en ur vouc'hal hag en em lak da faoutañ koad, buan-buan, ken buan ma strink ar skolpoù. Ma!  emezon-me, klañv out. N'on ket, a lâr-eñ, yac'h on; hag e sav e vrec'h er vann, ken ma teu aon din. Ur gwall griadenn 'm eus laosket ha dihuniñ 'm eus graet. N'eo ket marv, 'michañs? Tonton Fiodor, hê! tonton!

Fiodor ne respontas ket.

- Ha marv e vefe? Ret eo mont da welet, eme unan eus ar baotred-karr o paouez dihuniñ.Yen ha disliv e oa an dorn treut, goloet a vlev ruz, chomet a-ispilh.

- Dav e vo reiñ keloù da vestr an arsavlec'h, marv eo war a seblant, eme ur paotr-karr.

Hep kar na par e oa Fiodor - un diavaeziad e oa. Antronoz e voe douaret er vered nevez, a-drek ar c'hoad, hag e-pad devezhioù e kontas Nastasia he huñvre d'an holl en ur lâret e oa bet-hi an hini gentañ o verzout e oa tremenet tonton Fiodor.

 

 

Hag e teuas an nevezamzer. E straedoù gleb kêr, etre ar bernioù teil skornet, e hiboude ruzelennoù herrus. Splann e oa livioù dilhad an dremenidi ha drant dasson o mouezhioù. El liorzhoù, a-drek ar c'haelioù, e tarzhe broñsoù ar gwez ha luskellet e veze ar brankoù gant un avel sin o sourral flour. Dre-holl e ruilhe-diruilhe takadennoù treuzwelus... Ar filiped a richane hag a nijelle war o eskelligoù. War an tu heoliet, war ar c'haelioù, war an tiez ha war ar gwez, e oa pep tra o fiñval hag o lintrañ. Levenez ha yaouankiz a oa en neñv, war an douar hag e kalon an dud.

En unan eus ar straedoù pennañ, dirak un ti-meur, e oa bet strewet kolo fresk; E-barzh an ti en em gave ar glañvourez hag a oa bet o hastañ war-du an estrenvro.

E-tal dor serret ar gambr e oa pried an hini glañv hag ur vaouez un tammig war an oad. Azezet war ur gourvezvank, ur beleg, stouet e zaoulagad gantañ, a zalc'he un dra bennak paket en ur stol. En ur c'horn, ur vaouez kozh - mamm an hini glañv - a oa azezet en ur gador-vrec'h giz Voltaire hag a skuilhe daeroù c'hwerv. En he c'hichen e oa ur vatezh o c'hortoz an itron gozh da c'houlenn ar frilien naet a zalc'he eviti en he dorn; ur vatezh all a frote he daouivig hag a c'hwezhe, dre zindan ar boned, war he fenn louet.

- Ar C'hrist ra vezo ganeoc'h, ma mignonez, eme pried ar glañvourez d'ar vaouez war an oad a oa gantañ e-kichen an nor, kement a fiziañs he deus ennoc'h, ken brav e ouzoc'h-c'hwi komz outi, klaskit he c'hendrec'hiñ, ma mignonez, it d'he c'havout.

Kinnig a reas digeriñ an nor met miret e voe outañ gant ar genitervez hag a gasas meur a wech he frilien d'he daoulagad en ur hejañ he fenn.

- Mat, bremañ n'eus ket warnon doare da vezañ leñvet, emezi. Neuze e tigoras hec'h-unan an nor hag ec'h antreas er gambr.

Fromet-don e oa ar gwaz ha strafuilhet-holl diouzh gwelet. Mont a reas war-du an itron gozh, met un nebeud kammedoù diouti e troas war e seulioù, e treuzas ar sal hag e tostaas ouzh ar beleg. Hemañ a sellas outañ hag a savas e zaoulagad d'an neñv en ur huanadiñ. Sevel ha diskenn a reas ivez e vouchig barv louet ha stank.

- Ma Doue! Ma Doue! eme ar gwaz.

- Petra ober? - eme ar beleg gant un huanadenn, hag adarre e savas hag e tiskennas e ziabrant hat e varv.

- Hag he mamm a zo amañ! - eme ar gwaz tost d'an dizesper. Ne vo ket evit herzel. Kement a garantez he deus outi, kement a garantez... n'ouzon ket. Marteze e c'hellfec'h-c'hwi, Tad, klask he sioulaat, he c'hendrec'hiñ da vont ac'hann.

Sevel ar reas ar beleg ha mont war-du an itron gozh.

- E gwirionez, n'eus den hag a c'hellfe kompren ervat kalon ur vamm, emezañ, met madelezhus eo Doue.

A-daol-trumm e krogas ar c'hlaz e dremm an itron gozh ha taget e voe gant ur gaouad hik.

- Madelezhus eo Doue, eme c'hoazh ar beleg, pa voe sioulaet dezhi un tammig. Un dra ac'h an da gontañ deoc'h: em farrez e oa ur c'hlañvour, kalz gwashoc'h c'hoazh e stad eget hini Maria Dmitrievna. Ha koulskoude, pareet eo bet e berr amzer gant un denig hag a roas ul louzaouenn dezhañ. Ha bremañ end-eeun emañ an denig-se e Moskov. Lavaret em eus da Vassili Dmitrievitch, e c'hellfemp ober un esa. Ur frealz e vefe, da vihanañ, evit an hini glañv. An Aotrou Doue, emañ pep tra en e c'halloud.

- Nann, echu eo he buhez endeo - eme an itron gozh - he c'hemer a ra Doue em lec'h-me.

- Ha war washaat ec'h eas he gaouad hik, ken ma chomas semplet.

Gwaz ar glañvourez a goachas e zremm en e zaouarn hag a redas kuit eus ar gambr.

Kentañ hini a gejas gantañ en trepas a voe ur paotrig c'hwec'h vloaz o redek d'ar pimperlamm war-lerc'h ur plac'hig yaouankoc'h.

- Petra ober 'ta gant ar vugale, ne fell ket deoc'h e vefent kaset davet o mammig? a c'houlennas ar vatezh-bugale.

- Nann, n'he deus ket c'hoant d'o gwelet. Re fromet e vefe.

Ar paotrig a chomas a-sav ur vunutenn, a baras e selloù war dremm e dad, hag en un taol, gant ur winkadenn hag ur youc'hadenn laouen, ez adkrogas da c'haloupat.

- Lakomp e vefe-hi ur gazeg du, tadig, a huchas ar paotrig en ur ziskouez he c'hoar.

E-keit-se, er gambr all, e oa azezet ar geniterv e-kichen an hini glañv ha gant komzoù livet-kaer e klaske he lakaat d'en em ober ouzh ar soñj da vervel. Ar mezeg, e-tal ar prenestr all, a oa o aozañ un died.

Ar glañvourez, gwisket gant ur sae-gambr wenn, hag azezet en he gwele e-touez ur bern pluegoù, a selle dilavar ouzh he c'heniterv.

- Ac'h, ma mignonez, - emezi a-daol-trumm en ur vont war he c'haoz, - na glaskit ket ober kentel din. N'am lakait ket e renk ur bugel. Kristenez on. Gouzout a ran pep tra. Gouzout a ran n'em eus ket pell da vevañ ken, ha gouzout a ran ivez e vijen bremañ e Bro-Italia ma karje ma gwaz bezañ selaouet ouzhin, ha marteze - pe sur a-walc'h zoken - e vijen yac'h. Se zo bet lavaret dezhañ gant an holl. Met petra ober, youl Doue e oa. Kalz a bec'hedoù a reomp holl, hen gouzout a ran; met fiziañs am eus e madelezh Doue, pardoniñ a raio d'an holl, sur on e pardono d'an holl. Klask a ran kompren ennon ma-unan. Graet em eus me ivez kalz a bec'hedoù, ma mignonez. Met pegement a boan am eus gouzañvet. Klasket em eus gouzañv ma foanioù gant pasianted...

- Neuze e vo galvet ar beleg, ma mignonez? Gwelloc'h en em gavoc'h goude bezañ komuniet, eme ar geniterv.

Asantiñ a reas ar glañvourez gant un hej d'he fenn.

- Aotrou Doue! pardonit d'ho pec'herez, a hiboudas.

Gant ur sell e reas ar geniterv sin d'ar beleg.

- Un ael eo-hi, emezi d'ar gwaz gant daeroù en he daoulagad.

Ar gwaz a stagas da ouelañ, ar beleg a zeuas tre, an itron gozh a oa bepred semplet hag er gambr gentañ e rene ur sioulder don.

Pemp munutenn goude e teuas ar beleg e-maez ar gambr, e tennas e stol hag e reas ur c'hempenn d'e vlev.

- Doue ra vezo meulet! sioulaet eo dezhi, emezañ, ha c'hoant he deus d'ho kwelet.

Ar geniterv hag ar gwaz a antreas. O leñvañ e oa ar glañvourez, he selloù paret war ur skeudenn-sant.

- Meuleudioù a ran dit, kaezhig, eme he gwaz.

- Bennozh Doue dit! Pegen aes en em gavan bremañ, pebezh douster dilavarus a santan, eme an hini glañv hag ur mousc'hoarzh skañv a nijas war he diweuz moan.

- Na pegen madelezhus eo an Aotrou Doue! N'eo ket gwir? madelezhus ha hollc'halloudek? - Hag adarre, gant ur bedenn virvidik, e sellas ouzh ar skeudenn-sant, an dour en he daoulagad.

Neuze, a-daol-trumm, e hañvalas kounaat un dra bennak. Gant ur sin e tiskouezas d'he gwaz tostaat outi.

- Morse ne fell dit ober ar pezh a c'houlennan, emezi gant ur vouezh wan ha dilaouen.

Ar gwaz, e c'houzoug astennet gantañ, a selaoue uvel.

- Petra zo, ma mignonez?

- Nag a wech em eus lavaret dit ne oar ar vezeien-se netra; bez' ez eus pareourezed... reiñ a reont ar pare... ar beleg en deus lavaret... an denig-se... gra dezhañ dont amañ.

- Piv, ma mignonez?

- Ma Doue! seurt ebet ne fell dezhañ kompren!... Ur vousklenn a reas an hini glañv hag e serras he daoulagad.

Ar mezeg a dostaas outi hag a grogas en he dorn. Gwanoc'h-gwan e oa talm he gwad. Ur sell a daolas war-du ar gwaz. An hini glañv a verzas ar sin hag a sellas en-dro dezhi, spontet. Ar geniterv a droas he fenn hag a zirollas da leñvañ.

- Na leñv ket, arabat boureviañ da galon ha ma hini, eme an hini glañv, kement-se a zistruj an nebeud habaskted a chom ganin.

- Un ael out! eme ar geniterv en ur bokañ d'he dorn.

- Nann, ro din ur pok amañ, ar re varv hepken a vez poket d'o dorn. Ma Doue! Ma Doue!

An hevelep deiz d'abardaez ne chome eus ar glañvourez nemet ur c'horf divuhez hag ar c'horf-se, astennet en e arched, a oa er sal-degemer vras an ti-meur.

Er sal ec'hon, serret he dorioù, ne oa nemet ur sakrist hag a lenne salmoù David gant ur vouezh mannous hag ingal.

Eus ar c'hantolorioù arc'hant e kouezhe sklêrijenn ar goulaouennoù war dal distronk an hini varv, war he daouarn pounner melen-koar ha war plegoù reut al liñsel, bolzet en un doare euzhus gant an daoulin hag ar bizied treid. Hep kompren e gomzoù e lenne ar sakrist gant ur vouezh unton hag er sal sioul e tassone hag e varve ar gerioù gant un heklev iskis. A-wechoù, eus ur gambr all un tamm pelloc'h, e teue trouz mouezhioù ha galoupadennoù ar vugale.

«Kuzhat a rez da zremm ha spouronet int, a lavare levr ar Salmoù. - Tennañ a rez o anal dioute hag e varvont - Distreiñ a reont en o foultr. - Kas a rez da anal hag e vezont krouet, adneveziñ a reont dremm ar bed. Ra bado gloar an Aotrou da viken.»

Parfet, sioul ha meurdezus e oa dremm an hini varv. Tra ebet ne fiñve, na war he zal diroufenn ha yen, na war he diweuz klozet-start. Evezhiek-holl e oa. Met daoust ha kompren a rae, bremañ pa ne ve ken, ster ar c'homzoù meur-se ?

 

 

Ur miz goude, war bez an hini varv, e save ur chapel maen. War bez ar paotr-karr ne oa maen ebet c'hoazh. Ne oa nemet ar geot glas nevez kresket war ar grugell hag a roe da c'houzout e oa echu buhez un den.

- Ur pec'hed a ri, Serioga, a lavaras un deiz keginerez an arsavlec'h, ma ne brenez ket ur maen 'vit Fiodor. Betek-henn 'teus lâret: 'mañ ar goañv, 'mañ ar goañv, met bremañ, perak ne zalc'hez ket d'az ker? Me zo test... Deut eo ur wech da c'houlenn ganit dija, ha ma ne brenez ket ar maen e teuio en-dro hag e weo dit da c'hoûg.

- Ma! N'em eus ket nac'het! a eilgerias Serioga, prenañ 'rin ur maen 'vel 'm eus lâret. Hag e rin. Prenañ 'rin ur maen 'vit ur roubl hanter. 'M eus ket disoñjet. Met ret vo kerc'hat 'nezhañ. Pa gavin an tu da vont e kêr e prenin diouzhtu unan.

- Ur groaz da vihanañ 'c'hellfes lakaat dezhañ, sell, - eme ur paotr-karr kozh - rak gwall zivalav eo a-hend-all, e heuzoù zo ganit en da dreid 'benn ar fin.

- Ha pelec'h 'ta kemer ar groaz? 'Vez ket graet ur groaz gant un tamm keuneud.

- Petra 'lârez aze? 'Vez ket graet ur groaz gant un tamm keuneud? Tap da vouc'hal, kerzh d'ar c'hoad beure mat hag e c'helli kalfichat ur groaz. 'Po ken 'met diskar un onnenn yaouank pe ur wezenn all, ha gant se e c'helli ober ur volz-kañv zoken. Kuit dit da baeañ ur bannac'h vodka d'ar gward. 'Vez ket ret paeañ ur bannac'h d'ar gward 'vit an disterañ tra. Sell, derc'hent-dec'h 'm boa-me torret ul loc'henn-garr. Kalfichet 'm eus unan all ha den 'neus rannet grik.

Antronoz, da darzh-an-deiz, e tapas Serioga e vouc'hal ha yao d'ar c'hoad.

Ne bare ket c'hoazh an heol war ar glizh a oa bepred o kouezhañ hag a c'holoe pep tra gant ur ouel yen ha divoull.

E tu ar reter e teue an deiz da sklaeriañ tamm-ha-tamm ha da deurel e skleur gwan war bolz an oabl strewet a goumoulennoù skañv. Ne fiñve geotenn ebet war an douar, delienn ebet e beg ar gwez. O terriñ gwech an amzer sioulder ar c'hoad, ne oa nemet stlakadennoù eskell e-touez delioù fonnus ur wezenn, pe ur sourradenn war an douar. A-daol-trumm e tregernas un trouz souezhus, disheñvel diouzh trouzioù an natur, hag an heklev anezhañ ac'h eas da vervel war lez ar c'hoad. Met klevet e voe adarre o tregerniñ, a-reuziadoù ingal, ouzh kef unan eus ar gwez difiñv. Hejet e voe lein ar wezenn gant ur grenadenn iskis, he delioù leun a sabr a hiboudas un dra bennak hag ur boc'hruzig pintet war unan eus ar skourroù a reas div nijadenn hag ac'h eas, en ur fiñval e lost, da gludañ war ur wezenn all.

En traoñ e tregerne an taolioù-bouc'hal moukoc'h-moukañ, ar skolpoù gwenn leun a sabr a nije war ar geot glizhennek hag e-kreiz an trouz graet gant an taolioù e voe klevet ur strakadennig skañv. Ur gridienn hir a dreuzas korf ar wezenn, stouiñ hag adsevel a reas buan en ur horjellañ aonik war he gwrizioù. E-pad ur predig e renas ar sioulder, met ur wech c'hoazh e stouas ar wezenn, ur wech c'hoazh e voe klevet he c'hef o strakal hag erfin e tisac'has eus he sav war an douar gleb; ar skourroù bras a dorras, ar re all a gouezhas. Tevel a reas trouz an taolioù-bouc'hal ha trouz ar c'hammedoù. C'hwibanañ a reas ar boc'hruzig hag e nijas uheloc'h. Ar skourrig ma oa aet da stekiñ outañ gant e askell a vrañsellas e-pad ur predig hag a chomas difiñv gant e holl zelioù, evel ar re all.

Laouenoc'h c'hoazh e tispake ar gwez o skourroù dilusk a-us d'ar frankizenn nevez.

Banneoù kentañ an heol, goude bezañ treuzet ur goumoulenn skañvoc'h, a splannas en oabl hag a redas en-dro d'an douar ha d'an neñv. Ar vrumenn en em ledas a-wagennadoù a-us d'ar stankennoù, ar glizh lufrus a grogas da c'hoari war ar glasvez, ar c'houmouligoù gwenn ha boull en em strewas buan war an oabl glas. Birviñ a rae al laboused e-touez an delioù fonnus ha richanañ a raent evurus ha didrabas. En uhel e sarac'he laouen ha kuñv an delioù leun a sabr, ha skourroù ar gwez bev, goustad ha meurdezus, a vrañsellas a-us d'ar wezenn varv diskaret.


(1)

Didorroc'h e oa beajiñ e-pad ar goañv en ur c'harr-stlej o riklañ war an erc'h.

(2)

Amañ e c'heller keñveriañ an implij a vez graet a-wechoù eus куда e rusianeg
gant an implij eus pelec'h (evit penaos) e brezhoneg komzet.


Copyright©2012-2016 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh (all rights reserved).
www.dikhadak.eu