Aleksi

Eil gwerz eus ar Bugulganoù

gant Publius Vergilius Maro

troet diwar al latin gant Françoise Lermen

 

Ar pastor Koridon d'ar paotr koant Aleksi,
andon joaioù e vestr, a hiraezhe hep spi;
E-touez ar gwez-fô stank ingal en em gave
hag aze e-unan uhel e tibune,
d'ar  menez ha d'ar c'hoad, paourkaezh rimadeller,
ar gwerzioù dizampart a save en aner:

O Aleksi paotr kriz, van ne rez ouzh ma c'han?
Te a ray din mervel hep truez ouzh ma foan.
D'an eur-mañ ar chatal a glask skeud ha freskor,
an drez d'ar glazarded a ro bod ha goudor,
d'ar vederien faezhet gant an tommder lazhus
e kinnig Testilis kignen ha tin frondus.
Ha me, e gwrez an heol, a gan war da roudoù,
eilet gant ar skrilhed o skrilhat er bodoù.
Gwell 'vefe din moarvat gouzañv taolioù-malis,
lorc'h ha fougaserezh eus perzh Amarilis.
Pe karout Menalkas gwall deñval e groc'hen,
eñ hag a zo ken du tra ma'z out-te ken gwenn.
D'al liv gwenn, paotrig koant, na ro ket re a bouez,
al lus 'vez kutuilhet, bleuñv al lugustr a gouezh.

Ma disprizout a rez hep klask gouzout piv on.
Me 'm eus tropelloù bras hag a ro laezh a-fonn.
War grec'hioù Sikilia em eus mil dañvadez;
nag en hañv nag er goañv n'em bez diouer a laezh.
Me 'oar kanañ sonioù kanet en amzer gozh
da c'hervel al loened war Grec'h Arakintos.
Ha divalav n'on ket: war an aod, n'eus ket pell,
pa oa dihoul ar mor ha dinerzh an avel,
en em welis en dour; m'eo gwir pezh a welis,
- da varner out laket - ne zoujan ket Dafnis.

A, ma karfes bevañ er maezioù dizudi,
ganin em zi dister, ha goafañ ar c'hirvi,
kas em ser dre ar malv al loened d'ar prajoù,
en ur drevezañ Pan a gan dre ar c'hoajoù!
Pan an hini kentañ a juntas seizh korzenn
hag o spegas gant koar da fardañ ur flutenn.
Gant Pan 'vez diwallet diouzh a bep seurt drougoù
ar bagadoù deñved kenkoulz hag o mestroù.
Frot ouzh beg ar flutenn da weuz hep diegi,
petra ne reas ket Amintas d'hen deskiñ?
Seizh korzenn dizingal 'ya d'ober ma flutenn;
Dametas a lâras «Te 'vo he eil perc'henn»
p'he roas din e laes da eur e zisparti,
hag Amintas ar sod 'oa klañv gant an avi.
Daou yourc'hig 'zo ganin, marellet c'hoazh a wenn,
o diskoachet em eus 'touez mein-ruilh ur ganienn,
bemdez e tisec'hont tezhioù div zañvadez;
evidout int miret, o c'hemer a c'hallez.
Met abaoe pell 'zo Testilis o c'hoanta
ha ma rez fae warno e vint dezhi enta.

Deus amañ paotrig koant, rak setu an nimfenn
o tegas paneroù karget a lili gwenn;
ha dourverc'h ar feunteun evidout a gutuilh
melionennoù, roz-aer, ha foeonennoù a-builh,
breun fanouilh-gad ivez ha lusennoù glas-du,
louzaouennoù frondus kemmesket gant rosku.
Ma-unan e kerc'hin avaloù-stoub gell-gris,
hag ar c'histin karet gant ma Amarilis;
kutuilh a rin ouzhpenn prunennoù melen-koar
ha d'ar frouezh-se ivez e teuy enor ha gloar.
C'hwi, lore ha meurta, me 'fell din ho lakat,
da veskañ ho frondoù, kevret en un torkad.

Koridon, palod kaezh, n'ez peus ket komprenet,
ne dalv da Aleksi ar profoù mann ebet.
Ha goude ma c'hallfe ur prof e zedennañ,
morse gant Ïolas ne c'halli kevezañ.

Siwazh, petra 'm eus graet, reuzeudig ac'hanon?
Petra oa din leuskel, disoñj ha direzon,
an avel da c'hwezhañ war bleunioù ar bradell
hag ar moc'h-gouez da vont e dourioù ar stivell?
Perak tec'hout, penn foll? Kenkoulz an doueoù
hag an Trojan Paris 'oa o chom er c'hoajoù.
Ha ra chomo Palas er c'hreñvlec'h a savas,
ni a gar dreist pep tra goudor ar c'hoajoù glas.
Al leonez lontek a red war-lerc'h ar bleiz,
ar bleiz a glask ar c'havr, ar c'havr 'glask deil e-leizh.
Ha Koridon az klask, ô te Aleksi koant:
pep hini zo douget da vont da heul e c'hoant.
Sell 'ta ar c'holeoù a gas en-dro d'ar gêr
an alar a-ispilh dindan ar yev pounner;
ar skeudoù 'n em astenn gant an heol o tiskenn,
met tan ar garantez am losk c'hoazh ken-ha-ken.

Koridon, Koridon! gant pe stult out renet?
Da wini 'touez an oulm a chom hanter-krennet.
Dastum aozilh ha raoskl ha plezh ar boutegoù,
az peus ezhomm diouto evit da embregoù.
Ha pa en deus hemañ da gaset da sutal,
e ve gwell dit bremañ klask un Aleksi all!


Copyright© 2013 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh (all rights reserved).
www.dikhadak.eu