Gwerz ar re grouget

François Villon

troet diwar ar galleg gant Françoise Lermen

 

C'hwi, hor breudeur, a vev en hor goude,
Na vezet ket kaledet ho kalon,
M'ho peus ouzhimp, reuzeudiged, true',
Doue kentoc'h 'roio dac'h e bardon.
'Vel ma welit, omp pemp, c'hwec'h den krouget,
Met kig hor c'horf bet ganimp re vaget,
A zo pell 'zo plaouiet ha peurvreinet,
Ha ni, eskern, 'zo o vont da boultrenn.
Den ne ray goap eus hor poanioù kalet,
Met ouzh Doue goulennit hon absolvenn !

Ma roomp dac'h an anv a vreudeur,
N'hen nac'hit ket, ha ni dre varn lazhet,
Padal c'hwi oar, ne 'z eus ket, dre walleur,
Gant an holl dud ur spered kempouezet.
Hon difennit, rak tremenet omp-ni,
Ouzh tamalloù mab ar Werc'hez Vari.
Ra ne day ket e c'hrasoù da heskiñ,
'Vit d'an ifern n'hor bo ket da ziskenn.
Ni 'zo maro, n'eus den d'hon hegasiñ,
Met ouzh Doue goulennit hon absolvenn.

Trempet, gwalc'het omp bet gant ar glavioù,
Ha gant an heol disec'het ha suilhet.
Piged, brini o deus hon lagadoù,
Hon abrantoù ha barvioù diframmet.
Nepred n'hor bez nag ehan na paouez,
Brañsigellet a-youl an avel ouez,
Gant an evned ingal hag alïes,
Pigoset gwazh 'get beskennoù zoken.
Chomit eta e-maez hor breurïezh,
Met ouzh Doue goulennit hon absolvenn

Aotrou Jezuz, mestr war an holl vistri,
Mir ouzh Satan da gât warnomp beli :
Ra n'hor bo tra d'ober gantañ biken.
Tudoù, amañ n'eus ket a c'hoapiri,
Met ouzh Doue goulennit hon absolvenn