Skrivet e miz Meurzh

William Wordsworth

Troet e miz Du diwar ar saozneg gant Françoise Lermen

 

Emañ ar c'hilhog o kanañ,
Emañ dour ar stêr o froudañ,
An evnedigoù a richan,
Gorre al lenn a lugern splann
Ar park glas a vored en heol;
Ar c'hoshañ hag ar yaouankañ
A labour e-ser ar c'hreñvañ;
Ar chatal a zo o peuriñ,
O fennoù stouet a-zevri;
Daou-ugent penn evel unan!

Re-bar d'un arme bet trec'het
An erc'h en deus kiladennet,
Hag en em gav bremañ gwall fall
War lein uhel an dorgenn voal;
An arer 'hop - timat-timat;
Levenez zo er menezioù;
Buhez zo 'barzh ar feunteunioù;
Koumoul bihan zo o kantren
An oabl glas zo bremañ o ren;
Ar glav zo tremenet da vat.


Copyright© 2017 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh
www.dikhadak.eu