DikHaDak 'zo un dastumad troidigezhioù lennegel savet gant un droerez kozh hag a gav gwelloc'h - goude bezañ gwelet e pe zoare, dre be heñchoù, gant pe spered ha da be vad e veze «sevenet raktresoù-treiñ» e bed an embann brezhonek - ober he charreoù hec'h-unan-kaer, en he doare-hi, hep na stok na darempred gant bed an embann. Kavet e vo, eta, war bajennoù DikHaDak, troidigezhioù gwirion graet rag-eeun diwar ar yezhoù orin - hep gopr ebet digant aozadur ebet - ha kinniget evit netra war ar Rouedad, hep tamm skoazell ebet eus nep lec'h.