O gwezenn-sapr

Ernst Gebhard Salomon Anschütz

Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

 

1. O gwezenn-sapr, o gwezenn-sapr,
na feal eo da zelioù!
Hañv-goañv dalc'hmat e chomez glas,
ha zoken pa ra erc'h ha sklas.
O gwezenn-sapr, o gwezenn-sapr,
na feal eo da zelioù.

2. O gwezenn-sapr, o gwezenn-sapr,
te 'oar plijout din meurbet.
Nag a wech da ouel ar Pellgent
'm eus bet ganit joaioù divent!
O gwezenn-sapr, o gwezenn-sapr,
te 'oar plijout din meurbet.

3. O gwezenn-sapr, o gwezenn-sapr,
da sae zesk din ur gentel:
Diwar goanag ha dalc'husted
e sav nerzh hag evurusted.
O gwezenn-sapr, o gwezenn-sapr,
da sae 'zesk din ur gentel.


Copyright©2012 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh
www.dikhadak.eu