Pêrig e Bro ar Stered
Skeudennoù gant Hans Baluschek
Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen
Roll ar pennadoù
3. An nijadenn etrezek Prad ar Stered
5. Beaj e tranell war an Hent-Gwenn
7. Ar vugale e Kastell Boudig an Noz
8. Ar varc'hekadenn war an Arzhez Vras
12. Ar c'hrogag gant Paotr al Loar
Ur gerig a-raok
Ar gontadenn-mañ, sellet hirie evel un oberenn glasel eus al lennegezh alamaneg evit ar vugale, zo bet embannet evit ar wech kentañ er bloavezh 1915 dindan an talbenn Peterchen's Mondfahrt. Haroz an istor eo an Aotrou Fraoñverig, ur c'hwil-derv hag a nij betek al Loar gant daou vugel, Pêrig hag Anna-Liza evit kerc'hat un dra bet kollet meur a gant vloaz zo gant unan eus e hendadoù. Un dra ken prizius evit familh ar Fraoñveriged ha ma oa ar Graal Santel evit marc'heien an Daol Grenn.
An droidigezh zo chomet dre vras tost d'ar skrid orin met ret eo bet a-wechoù pellaat un tammig dioutañ, pa ne vefe nemet abalamour d'ar c'hoarioù-gerioù niverus ha na c'hallent ket bezañ treuzkaset dibistig eus ur yezh d'eben. Ouzhpenn-se e oa ret lakat ar rimadelloù da glotañ ha da heuliañ lusk ar yezh. Hag un tamm kempenn a oa ivez d'ober e divizoù zo, evit plegañ da froudennoù un toullad istrogelled e-touez an tudennoù (er penn kentañ anezhe an Heol, gwregel en alamaneg ha Rouanez an Deiz er skrid orin) hag a gustum cheñch reizh en ur cheñch yezh hep truez ouzh ar paourkaezh troerien rediet da fardañ dezhe buhezskridoù nevez. Dreist-holl e oa ret brezhonekaat an endro ha reiñ d'an holl dudennoù anvioù brezhonek o klotañ gant o micher pe o stad. Setu amañ roll an tudennoù pennañ hor bo tro d'ober anaoudegezh gante a-hed ar gontadenn:
An Aotrou Kerarbornig
Boudig an Noz
Mariig Kerglizh, merc'h Boudig an Noz
Paol Kergurun
Gwrac'h al Luc'hed
Plac'h ar C'houmoul
Ar Ramz Tourmant
Lizig Keravel
Fañch Kerglav
Priñs an Dour
Yann Kergazarc'h
Itron an Erc'h
Lan Riou
An Heol
Bugale an Heol: Rouz-Beure ha Rouz-Noz - Sterenn-Veure ha Sterenn-Noz
An Tad Nedeleg
Ar Boulomig bara-mel
Paotr al Loar
Ha goude an holl dudennoù-se, anavezet er bed a-bezh dindan anvioù disheñvel, setu ur gwir Vreizhad, brezhoneger a-vihanik zoken: Olier Keranhentgwenn. Hemañ eo ar jeneral Kerangwenn difluket rag-eeun eus danevell Jakez Konan Lannevern e kañv hag anvet amañ da ward war an Hent-Gwenn e-lec'h Paotr-al-laezh ar skrid orin distroet d'e vro goude bezañ kollet e hent dre an droidigezh vrezhonek. Mil drugarez a lavaran da Jakez Konan evit e jeneral Kerangwenn advadezet ganin Keranhentgwenn evit ober ur c'hoari-gerioù par d'an hini a gaver er skrid alamanek gant Milchmann deut da vezañ Milchstraßenmann. Ha dek mil drugarez ouzhpenn evit e holl skridoù hag a zlefe bezañ lennet, adlennet ha studiet pizh gant kement hini a striv da gomz ha da skrivañ brezhoneg mat.
Evit echuiñ, setu div dudenn dic'hortoz a-walc'h en ur gontadenn displeget e brezhoneg: An Arzhez Vras hag an Arzhez Vihan. An div-mañ, anvet gant ar skiantourien Ursa Major hag Ursa Minor, a vez gwelet en nozioù steredennet o treuziñ an Neñv pep hini en ur c'harr. An Arzhez Vras er C'harr-Kamm Bras hag an Arzhez Vihan er C'harr-Kamm Bihan. Anavezet int e meur a vro ha troet eo bet o anvioù latin e meur a yezh. Met e brezhoneg ne vez ket komzet dioute rak kouezhet int diwar lost ar c'harr gwechall-gozh en Armorika. Ha distroadet eo bet an Arzhez Vras gant seizh ejen hag a ra bremañ, holl a-gevret, ar pezh a ra-hi hec'h-unan-penn en tu all da harzoù Breizh. An ejened-se - enrollet dindan an anv Septem Triones gant ar Romaned ha laket gante da sevel eus foñs o c'hraou betek lein an neñvoù - o deus bet sur a-walc'h ur mell taol-skoaz digant o faeron Sant Herbod evit bezañ aotreet da chom en ur garg ken uhel goude dilestradeg ar Vrezhoned ha na oant ket tomm ouzh gizioù ar Romaned. Bezet a vezo, amañ n'eus ket ezhomm dioute. Rak-se - lavaro Sant Herbod pezh a garo - em eus kaset e Seizh Ejen da beuriñ hag adroet d'an div Arzhez ar plas a oa gwechall o hini. Amzer dezhe da gas da benn ar gefridi bet fiziet enne gant Gerdt von Bassewitz, oberour ar gontadenn-mañ.
Ha bremañ, deomp da welet petra zo bet kollet gant hendad an Aotrou Fraoñverig ha penaos e tremeno imram an tri beajour dre Bro ar Stered.
Françoise Lermen
1. Istor ar Fraoñveriged
»Fraoñverig« oa anv ar c'hwil-derv tev a zeue da gludañ en nevez-hañv en ur wezenn-gistin e liorzh tud Pêrig, nepell diouzh ar bradenn vras strewet a vokedoù-stered. Dimezet e oa bet, met e wreg a oa marv. Debret e oa bet gant ur yar pa oa o ruzata un endervezh dre ar porzh evit gwelet petra oa da bigosat dindan lagad an heol. Risklus-bras eo evit ar c'hwiled-derv mont da bourmen war greiz an deiz. Hag evel ma rank an dud bezañ kousket e-pad an noz, e rank ar c'hwiled-derv bezañ kousket e-pad an deiz.
Met ranell-spontus e oa an itronig Fraoñverig ha setu ma veze alies o fraoñval amañ hag ahont war greiz an deiz. Hag ur wech, dres pa oa o teurel he fouez war un delienn-saladenn en ur soñjal »Ha ma rafen un tañva dezhi da c'houzout pe vlaz zo ganti?«... Frik! - setu-hi lonket gant ar yar.
Bras e voe glac'har an Aotrou Fraoñverig, ar c'hwil-derv. Meur a zelienn a c'hlebias gant e zaeroù hag e lakas gwernisañ e bavioùigoù e du. Ruz e oant bet gwechall, met e bed ar c'hwiled-derv emañ ar c'hiz gant an intañved da vale war bavioù du e-pad amzer ar c'hañv. Hag an Aotrou Fraoñverig a zalc'he start d'ar gizioù mat, rak mab diwezhañ un tiegezh holl-vrudet e oa.
Meur a gant vloaz a-raok, pa oa hendad an tiegezh Fraoñverig o paouez dimeziñ, e oa c'hoarvezet ur reuz bras. Aet e oa gant e wregig d'ober ur nijadenn dre ar c'hoad ur sulvezh d'abardaez. Debret o doa kalz ha chomet e oant d'ober un tamm diskuizh war ur skourrig-bezv.
Gant ar prederiet ma oant an eil gant egile, rak nevez-dimezet e oant, n'o doa ket taolet pled e oa un den drouk o tremen dre ar c'hoad; hemañ oa ul laer-koad hag a felle dezhañ laerezh d'ar Sul. A-greiz-holl e savas e vouc'hal er vann hag e tiskaras ar wezenn-vezv gant un taol ken rust ma voe troc'het ivez ur pavig da dad-you-kozh Fraoñverig. Skrijus e oa!
Ha setu an daou c'hwil o kouezhañ a-c'hwen o c'hein hag o semplañ gant ar spont. Met goude ul lajadig e teujont enne o-unan, divadaouet gant ur sklêrijenn o lugerniñ en-dro dezhe.
En he sav dirake, e oa ur vaouez kaer hag a lavaras dezhe: »Kastizet eo bet an den fall evit al laeroñsi en deus graet d'ar Sul er c'hoad. Me eo Boudig an Noz hag eus al Loar em eus gwelet pep tra. Evel kastiz ez eo bet harluet war menez uhelañ al Loar gant an holl dammoù koad en deus troc'het. Eno e chomo da viken da ziskar gwez ha da choukata gwialennoù.«
Tad-you-kozh Fraoñverig, avat, a laoskas ur griadenn: »Pelec'h 'mañ ma favig, pelec'h 'mañ ma favig, pelec'h 'mañ ma c'hwec'hvet pavig?«.
Spontet e voe ar Voudig.
»Na pegen mantret on!«, emezi; chomet eo evit doare a-ispilh ouzh ar wezenn-vezv ha kaset eo bet ivez d'al Loar.
»Ac'h, ac'h, ma favig, ma c'hwec'hvet pavig!« a huche tad-you-kozh Fraoñverig, hag e wregig a ouele dourek. Gouzout a rae e oa tonket d'he holl vugale dont war an douar gant pemp pavig e-lec'h c'hwec'h rak seurt nammoù a vez treuzkaset a rumm da rumm. Ha se oa ar pep gwashañ.
Dirak ken bras glac'har e kemeras ar Voudig truez ouzh an daou c'hwilig hag e lavaras: »Kalz pouezusoc'h eo un den eget ur c'hwil-derv, hag abalamour da se ne c'hallan ket disammañ an den fall diouzh e gastiz, met bez' e c'hallan reiñ da dud vat an aotre da adc'hounit ar pavig. Ma kavit daou vugel ha n'o deus graet morse droug ebet d'ul loenig, ho po aotre da vont d'al Loar a-gevret gante evit kerc'hat ar pavig.«
Frealzet un tammig gant ar c'homzoù-se e nijas an daou c'hwil d'ar gêr en ur sec'hañ o daeroù.
Ar brud eus ar pezh a oa c'hoarvezet en em skignas buan e-touez an holl c'hwiled. An holl fubu, skrilhed ha merien a ouie ar c'heloù; an nadozioù-aer hag ar balafanned zoken o doa klevet anv eus an darvoud. Deut e oa tiegezh ar Fraoñveriged da vezañ holl-vrudet. En holl bradoù hag en holl wez e veze sellet outi evel un tiegezh enorus-meurbet. Met o brud a zegasas kalz a reuz d'ar Fraoñveriged ha d'ar Fraoñverigezed rak pa zeuent e-pad an noz e kambroù an dud da bediñ ar vugale da zont gante e vezent lazhet-moust; alies gant mitizhien rust ha digompren, hag alies ivez gant ar vugale o-unan. Se oa ar mallozh ruz a boueze war o familh. Kement ha ken bihan ma ne chomas en diwezh nemet ur Fraoñverig hepken war an tamm douar-mañ; hemañ oa an intañv a oa bet debret e wreg gant ur yar pa oa o nijal-dinijal en ur astenn he gouzoug war-greiz an deiz e-lec'h bezañ kousket.
Fraoñverig oa ur c'hwil-derv disfizius-tre; chom a rae bepred distok diouzh ar re all ha plijout a rae dezhañ, dreist-holl abaoe marv e wreg, ren ur vuhez digenvez.
E damc'houloù an deiz war e ziskar, p'en deveze debret e walc'h, ez ae da azezañ war ur skourrig hag e kane, eilet gant e violoñs, sonioùigoù hiraezhus d'al Loar ha Gwerz-veur ar c'hwec'hvet pavig a oa bepred du-hont e-krec'h. A-wechoù e sone ivez ton ur ganaouenn laouen hag e tañse, da heul an ton-se, war delioù bras ar wezenn-gistin. Fentus-tre e oa an arvest. Bep abardaez e aoze ar c'hwiled-derv all ur sonadeg vras dindan ar wezenn, gant gourrebedoù-boud ha mandoreoù. An Aotrou Fraoñverig, avat, a nac'he bepred kemer perzh pa veze pedet; ha kement-se o lake da fuloriñ. »Uhel eo an avel gantañ«, emeze, »abaoe m'en deus dilezet ar gourrebed-boud evit seniñ ar violoñs«.
Avius e oant ha netra ken. An holl anezhe n'o doa nemet melloù mandoreoù ha gourrebedoù-boud tra m'en doa-eñ ur violoñs-arc'hant bihan, lintrus evel sklêrijenn al loar, hag a skuilhe tonioù soutil-soutil evel sardon ar fubu munut a weler o korolliñ e bannoù an heol. Ar violoñs-se a veze legadet a rumm da rumm en e familh abaoe pell amzer. Gwechall-gozh, en doa saveteet un Aotrou Fraoñverig he buhez da Strakataig, ar skrilh a oa o chom war bradenn ar bokedoù-stered, ur wech ma oa pignet homañ ken uhel en ur wezenn ma oa deut ar vezevenn en he fenn. Ar skrilh, evit trugarekaat he saveteer eus an taol kalonek-se, he doa profet dezhañ ar violoñs-arc'hant. Diwar neuze, e veze bepred roet en hêrezh d'ar mab henañ, ha stad vras a veze graet dioutañ e familh ar Fraoñveriged. Ha bremañ, setu ma oa an diwezhañ Fraoñverig ivez an hêr diwezhañ. Kement-se holl a lake kalz a lorc'h ennañ, pezh a c'haller kompren. Ur vuhez didrabas a rene, tev hag evezhiek e oa ha diwall a rae bepred d'en em lakaat en arvar. Nemet a-wechoù, pa veze brav an abardaez, e save kalon dezhañ hag e teue da vezañ hardizh. Klukañ a rae neuze, an eil war-lerc'h egile, bannac'hoù hini dous e koun e wreg ken dous1 - daoust ma ne vije ket bet-hi a-du gant se tamm ebet - hag e nije-dinije en ur fraoñval dre al liorzhoù, birvilh bras ennañ. Direnkañ a rae ar fubu en o dañsoù-noz hag ar preñved-gouloù en o abadennoù koach-koukoug. Tourtañ a rae ar bleuñv avaloù ken rust ma tifaragoelle ar buoc'higed-Doue a oa o klask menel kousket enne. Freuziñ a rae ar rouejoù stignet gant ar gevnidenn he daoulagad luch ha... boum!... mont a rae a-benn en holl brenestroù, dic'houest da lakat kemm etre ur prenestr serret hag unan digor. Ne rae forzh avat, rak kalet-meurbet e oa e benn. »Hopala!« a lavare peurvuiañ ha nijal a rae pelloc'h, broudet gant ar c'hoant didrec'hus d'ober un dra bennak. »Ur marc'heg on«, a soñje, »hag ivez an diwezhañ Fraoñverig!«
2. E kambr ar vugale
Ha setu m'en em gavas an diwezhañ Fraoñverig, un abardaez-noz, e kambr Pêrig hag Anna-Liza, dres pa oa Minna, ar vatezh tev, o kas ar vugale da gousket.
Pêrig, evel-just, en doa klevet e fraoñvadennoù ha c'hoant bras en doa da gregiñ ennañ. Met dre chañs ne aotreas ket Minna an abadenn-chase rak a-hend-all e vije bet Fraoñverig en arvar da vezañ tapet en un enkadenn gwall ziaes. Teñvalgleved he doa Minna moarvat, peogwir n'he doa klevet trouz ebet ha soñjal a rae dezhi e oa Pêrig oc'h ober ardoù evit derc'hel da dripal »un tammig c'hoazh« dre ar gambr en e lostenn.
Fraoñverig, ar c'hwil hael, a santas ar spont o seizañ e izili ha daoust dezhañ da vezañ lonket kalz a vannac'hoù hini dous, e kollas kalon. Kluchet en nec'h, war barrenn ar rideoz, e reas e varv bihan. Un doare kozh hag efedus implijet gant ar c'hwiled-derv pa vezont en argoll. Met sellet pizh a rae koulskoude ouzh kement tra a c'hoarveze er gambr. Minna, goude bezañ paket an daou vugel en o gwele, a yeas kuit ha diouzhtu e stagas Pêrig da gaozeal gant Anna-Liza eus ar c'hwil-derv. Arvarus e oa e stad adarre!
Ha war barrenn ar rideoz e santas Fraoñverig e galon o kalkenniñ spontus en e greiz pa welas Pêrig o sevel sioulik eus e wele evit furchal war e lerc'h, rak Anna-Liza he doa un tammig aon.
Piv oar hag-eñ ne oa ket war var e vuhez, daoust d'ar vugale bezañ madelezhus a-hend-all. Met arabat fiziout re war vadelezh an dud. Se oa ar gentel en doa tennet eus istor e familh.
Ar chañs, evelato, a oa a-du gantañ rak dres pa oa Pêrig o tizhout ar rideoz ha pa oa ar riskl en e vrasañ ez antreas ar vamm er gambr. Hop! Setu paket ar paotr bihan en e wele; an daou vugel a rankas juntañ o daouarn ha lavaret o fedenn-noz.
Neuze e kanas ar vamm ul luskellerez: Gwerz hollvrudet ar c'hwiled-derv. Setu-hi amañ:
»Ur wech e oa un tamm c'hwilig,
Frou - Frou - Frou -
Rous e oa e ziv askellig,
Frou - Frou - Frou -
Ha dindan e gof gwenn ha du
En doa ivez c'hwec'h pavig ru'
Frou - Frou - Frou -
Un deiz kousket en ur bod glas,
Frou - Frou - Frou -
En e hunvreoù e welas
Frou - Frou - Frou -
An Heol, al Loar hag ar Stered
Ha broioù pell e penn ar bed,
Frou - Frou - Frou -
Ha pa zeuas an noz teñval
Frou - Frou - Frou -
C'hwilig 'dapas e sac'h gant mall
Frou - Frou - Frou -
Evit mont d'ober un droiad
Ha reiñ d'ar bed un taol-lagad.
Frou - Frou - Frou -
Pa nijas a-us d'ur stêr vras
Frou - Frou - Frou -
E kollas ur pavig, siwazh!
Frou - Frou - Frou -
Ha chomet gant pemp pav hepken
E reas meur a c'harmadenn,
Frou - Frou - Frou -
Etrezek al Loar e nijas
Frou - Frou - Frou -
Ur barrad korc'hwezh a darzhas
Frou - Frou - Frou -
Hag a dorras un askellig,
Pebezh doan 'vit ar paourkaezhig!
Frou - Frou - Frou -
Kouezhet a-blom en ur c'hoad don,
Frou - Frou - Frou -
E varvas gant ar ranngalon,
Frou - Frou - Frou -
Ha sed echu beaj C'hwilig,
Sebeliet gant Kerabornig.
Frou - Frou - Frou«
»Pegen iskis!« An Aotrou Fraoñverig, war barrenn ar rideoz, a voe souezhet-bras o welet e oa anavezet ar werz-se ivez gant an dud. Se oa ur brouenn nevez eus brud ar c'hwiled-derv dre ar bed a-bezh, ha dinec'het e voe gant ar soñj-se. Manet kousket ar vugale, hag aet ar vamm er-maez, e kemeras kalon en-dro. Sioulik-sioulik e tastumas e nerzh hag en em lakas da vale dre ar gambr.
Ensellet ha c'hwesheta a reas pep tra. Un ti-pompinell, ur marc'hig-brañsigeller, un oanig, soudarded-plom ha levrioù skeudennaouet a oa aze. Netra nemet traoù borodus!
En ti-pompinell, evelato, e oa tammoù sukr. Ec'h, ar sukr ne blije ket dezhañ! Ne gomprene ket penaos e c'halle an dud debriñ traoù seurt-se. Bez' e oa ivez div banerig gant avaloù e-barzh. Laket e oant bet aze gant ar vamm evit ma c'hallje ar vugale o debriñ antronoz beure goude bezañ graet ur c'housk mat. Un hej a reas d'e benn. »Penaos 'ta e c'halled debriñ avaloù?!« Ne oa ket evit kompren. Poanioù-kof skrijus a vije kroget ennañ. Ne zebre nemet saladenn; ur meuz cheuc'h ma oa unan. »Na fentus eo gwelet petra a vez kavet mat gant an dud!« a soñjas en ur zirollañ da c'hoarzhin. Met gant an holl vannac'hoù hini dous en doa kluket, e kollas a-daol-trumm e gempouez hag e kouezhas a-c'hwen e gein. Aioù!... En ur stad arvarus ha displijus-kenañ en em gave Fraoñverig tev, rak, evel ma oar an holl, pa zichañs d'ur c'hwil-derv kouezhañ a-c'hwen e gein, en devez mil boan o sevel adarre war e dreid. Hag eñ ha difretañ e bemp pavig en aer en ur soñjal: »Ya, ya, setu pezh a c'hoarvez d'an hini a ev bannac'hoù e koun e wreg varv!«
Ma vije bet bev c'hoazh e wreg, en dije sur-mat klevet e begement diganti abalamour d'an holl vannac'hoù en doa lonket. Kosteziañ a rae a-gleiz hag a-zehou evel ur vagig vihan, treiñ a rae warnañ e-unan evel ur gornigell en ur c'hweziñ dourek. Erfin en em gavas tost d'un troad-taol hag e teuas a-benn d'en em harpañ outañ evit mont adarre en e sav. Louzet e oa e gaer a borpant rous. Diframmet e oa an holl nozelennoù dioutañ hag ur gwri hir a oa dispennet. Gwell a-se pa n'halle ket e wreg e welet. Bremañ e oa azezet Fraoñverig abaoe ur pennad mat ouzh troad an daol ha prederiañ a rae war an doare gwellañ da ziverrañ e amzer. Ne ouie ket mat petra ober, met fellout a rae dezhañ trec'hiñ war ar soñjoù du a aloube e spered; setu ma kemeras e violoñs bihan evit seniñ ton drant un dañs anavezet gant ar c'hwiled-derv; ha da heul an ton-se e kanas:
»Unan, daou, tri - unan, daou, tri,
Ur wenanenn zo er pod-pri;
Kouezhet er pod
Kouezhet er yod,
Ar c'hwiled a c'hoarzh en o bod,
Leizh o begoù,
Leizh o c'horfoù.
Frou - Frou - Frou.
Pevar, pemp, c'hwec'h - pevar, pemp, c'hwec'h
Ur gelienenn deut eus neblec'h
War un tamm parch
Ra ur mell tarch!
Ec'h! Ec'h! a hop an holl c'hwiled
'Peus ket gwelet
Petra 'ra?
Deuit 'ta!
Seizh, eizh, nav, dek - seizh, eizh, nav, dek,
Ar c'hwiled zo o tañsal c'hwek,
Oc'h ebatal
En ur fraoñval.
Hag e reont, a-greiz pep kreiz
Troioù a-gleiz
Hag a-zehou
Frou - Frou - Frou!«
Ken laouen e teuas Fraoñverig da vezañ ma tisoñjas krenn pelec'h e oa, ha ma voe spontet-mik pa glevas Pêrig hag Anna-Liza o tirollañ trumm da c'hoarzhin, rak fentus-tre e oa al lammoù a rae en ur zañsal. O dihunet en doa gant e sonerezh ha n'en doa ket taolet kont e oant oc'h arvestiñ outañ abaoe ur pennad mat. Aon en doa e gwirionez hag e-sell e oa d'ober adarre e varv bihan, met ar vugale a c'hoarzhe gant kement a blijadur ma savas nerzh-kalon dezhañ. Lakat a reas e violoñs war an daol, dijogañ e jiletenn gaer roudennet gwenn ha du, sonnaat e gerniel bihan war e benn, ha gant ur stouadenn en em roas da anaout: »Aotrou Fraoñverig!«
Deut e oa ar vugale er-maez eus o gwele, ha peogwir ez anavezent an doareoù seven, e reas ivez Pêrig ur stouadenn d'e benn hag Anna-Liza ur stouadenn d'he daoulin, ha d'o zro e lavarjont o anv. Ranell-spontus e oant avat; ensellet ha dornata a raent Fraoñverig, bamet e oant gant ar violoñs-arc'hant bihan ha fellout a rae dezhe gouzout pep tra.
Mezevellet e oa ar c'hwil-derv tev gant an holl c'houlennoù graet outañ diwar-benn ar skrilh Strakataig, hag ivez diwar-benn e baourkaezh gwreg bet debret gant ur yar. A-greiz-holl avat e welas Pêrig e vanke ur pavig dezhañ. Gouzout a rae ervat pet pavig a vez ordinal gant ur c'hwil-derv a-zoare hag e reas goulennoù.
Setu ma oa erru da vat, evit an diwezhañ Fraoñverig, eur an darvoud bras: Daou vugel mat o doa goulennet doare eus e bavig. An darvoud-se a oa bet gortozet e-pad meur a gantved gant e dadoù-kozh hag e hendadoù, met lazhet e oant bet. Ha bremañ - bremañ!!
Ur vrumenn c'hlas a savas war e zaoulagad, e zivaskell a grenas gant ar birvilh ha darbet e voe dezhañ kouezhañ a-c'hwen e gein. Tamm-ha-tamm, avat, e c'hounezas war e strafuilh, e tennas don e alan, e sec'has ar c'hwezenn diwar e dal gant un delienn-dilh c'hlas hag a dalveze dezhañ da frilien, hag e lavaras gant un neuz kevrinus: »Ya, se zo un istor doanius ha burzhudus!«
Ar vugale, evel-just, o doa c'hoant da glevet an istor hag int neuze da gerc'hat teir skabellig; kerkent e voent azezet warne: ar c'hwil-derv e-kreiz hag an daou vugel stok outañ, Pêrig a-gleiz hag Anna-Liza a-zehou. Ur sioulder don ha kevrinus a rene er gambr. Al Loar, bras ha melen, a bare dre douez ar bleunioù dirak ar prenestr hag ar c'hwil-derv, gant ur vouezhig izel ha fraoñvus a zisplegas, goustad ha gant lid, petra oa c'hoarvezet gant ar pavig ha penaos e oa kont gant Boudig an Noz ha Paotr al Loar. Ar vugale a selaoue gant souezh. Ya, un istor burzhudus ha kevrinus e oa!
Ur santad iskis a grogas enne pa voe echu e gontadenn gant ar c'hwil-derv ha pa daolas oute selloù aspedus, div zaerenn vras o perlezenniñ en e zaoulagadig ront dispourbellet. Pêrig a oa fromet-don hag Anna-Liza a dorchas zoken he daoulagad gant lostenn he hiviz, rak buan e teue dezhi an daeroù. Neuze e tastumas Pêrig e holl nerzh-kalon hag e lâras en dije c'hoant a-walc'h da vont d'al Loar gant Anna-Liza evit kerc'hat ar pavig, met klevet en doa gant e dad e oa al Loar pell-pell du-hont en un tu bennak uhel en aer, hag an neb na ouie ket nijal ne c'hallje morse sevel betek eno. Anna-Liza a ouie nebeutoc'h c'hoazh eget Pêrig diwar-benn al Loar, met gouzout a rae e oa uhel en Oabl, marteze uheloc'h c'hoazh eget ar siminal war an ti, hag un tammig aon he doa o soñjal e c'hallje bezañ difoeltret en ur glask pignat ken uhel hep gouzout nijal evel ma oa dleet. Liv an nec'h a oa war he dremm. Met Fraoñverig a ouie: ma asantfe ar vugale e vefe mat pep tra. Ma oa youl-vat enne ha c'hoant gante d'e skoazellañ e c'halle zoken deskiñ dezhe nijal. Se a oa skrivet fraezh en Istor ar familh Fraoñverig, gant liv gwenn war deliennoù glas. Dre 'n eñvor en doa desket an istor. Leun a levenez e vriatas an daou vugel hag e lâras e vije aes dezhe deskiñ nijal digantañ, evit se n'o dije ken 'met sellet mat outañ. Peadra da blijout da Bêrig ha da Anna-Liza! Hag int da c'hoarzhin a-bouez-penn ha da zañsal en o lostenn dre ar gambr. Met ne oa ket amzer da goll ma felle dezhe nijal betek al Loar. Setu m'en em lakas ar c'hwil-derv tev e doare da ziskouez d'ar vugale penaos nijal. »Taolit evezh!« emezañ. Lakat a reas e violoñs dindan e c'hroñj hag e sonas en ur ganañ:
»Garig dehou - ha garig kleiz,
Garig dehou - ha garig kleiz,
War un dro gant an div c'harig,
Neuze e teu an askellig.
Frou - Frou - Frou!«
Nijal-dinijal a rae dre ar gambr hag ar vugale a stlake o daouarn gant ar blijadur. Ha neuze e teuas o zro d'ober kemend-all. Nag ur gouel!
Pêrig en em lakas prest hag Anna-Liza a zeuas en e gichen, he c'halon o talmiñ un tammig. Fraoñverig a oa en e sav dirake gant e violoñs ha tra ma oa o seniñ hag o kanañ, e treveze an daou vugel, en ur astenn o divrec'h, ar pazioù iskis en doa diskouezet dezhe. Hag a-greiz-holl, pa ganas: »Neuze e teu an askellig - Frou!« petra c'hoarvezas? Dibradañ a reas ar vugale diouzh an douar ha sevel en aer... ya... nijal a raent da vat dre ar gambr!
Ken souezhet e voent da gentañ ma ne c'hallent nemet dispourbellañ o daoulagad ha digeriñ frank o genoù. Neuze, avat, ne c'hallas ket Anna-Liza derc'hel pelloc'h war he levenez; re vrav e oa fraoñval dre an aer evel ur c'hwil-derv. C'hoarzhin a rae a-greiz kalon, difretañ he divhar ha stlakal he daouarn... Ha badadao!! Setu an daou vugel astennet war o genoù! Selloù souezhet a daolent war an Aotrou Fraoñverig.
»Abalamour d'ho stlakadennoù-daouarn eo«, emezañ. Ne c'hallit ket stlakal ho taouarn ma fell deoc'h nijal! Ar c'hwiled-derv ne reont ket se pa vezont o nijal. Daoust m'o doa tapet un tammig poan en ur gouezhañ eus an uhel, e teujont a-benn da voustrañ war o daeroù ha da sevel kalonek war o zreid. Nec'het-bras e oa Anna-Liza, rak hi an hini oa he doa stlaket he daouarn da gentañ. »Ur wech c'hoazh!« eme Fraoñverig. Hag adarre en em lakas da seniñ ha da ganañ tra ma rae ar vugale ar pazioù en doa diskouezet dezhe; ha pa zeuas ar poz »Neuze e teu an askellig - Frou!...« e savjont uhel-uhel en aer evel ar wech kentañ. Met en dro-mañ hep stlakal o daouarn, ha daoust ma kavent ken plijus an abadenn ma ne oant ket evit mirout da c'hoarzhin a-bouez-penn, e talc'hjont o divrec'h astennet hag e tiwalljont mat da zifretañ o divhar. Chom a rejont evel-se en aer keit ha ma sonas ar c'hwil-derv gant e violoñs, ha pa voe echu ar ganaouenn e tiskennjont war an douar en ur riklañ goustad-goustad evel div valafennig. Na pegen brav e oa bet!
Pêrig, war a lâre, en doa fraoñvet da vat en ur nijal hag Anna-Liza he doa klevet ivez un trouzig bennak en-dro dezhi. An Aotrou Fraoñverig a gavas reizh kement-se rak fraoñval a ra an holl c'hwiled-derv en ur nijal. Darev e oant eta da gregiñ gant an avañtur vras! Melen ha ront, e lugerne al Loar a-us da bradenn ar bokedoù-stered dirak ar prenestr. »Pell-bras emañ«, eme Fraoñverig, daoust ma seblant bezañ tost-tre; hen gouzout a rae, sur a-walc'h. Fur e vije dezhe, eta, kas pourvezioù gante evit ar veaj; avaloù Mammig a raje mat o jeu. Met ne felle ket dezhe lezel ar bompinell hag ar furlukin-jestraouer er gêr. Int ivez a zlee kemer perzh en o zroioù-kaer!
Fraoñverig a grizas e fri da gentañ, rak ouzh pompinelloù ha furlukined ne oa ket tomm tamm ebet, ar genaoueg anezhañ. A-benn ar fin, avat, e lâras: »piv oar da betra e c'hallfent bezañ mat« hag evel-se e voe aotreet Pompinellig ha Furlukinig da vont gante. Evel-just e c'hourizas Pêrig e dammig kleze-koad war e roched rak sur a-walc'h en dije tro d'en em gannañ. Fraoñverig a oa a-du gantañ penn-da-benn rak un tammig aon en doa rak ar veaj vras. Evel ma ouzomp ne oa ket gwall galonek dre natur. Prest e oant bremañ. Hag int d'en em lakaat an eil a-drek egile, Fraoñverig da gentañ gant e violoñs bihan, Pêrig d'e heul ha neuze Anna-Liza. Tregerniñ a reas ar ganaouennig hag e savjont o divrec'h en ur ober ar pazioù o doa desket ober, hag... a-daol-trumm e tigoras frank moger ar gambr, pradenn ar bokedoù-stered a oa neuze dirake, hag int e-maez, o nijal... a-us d'ar bradenn... pelloc'h-pellañ... etrezek al Loar vras alaouret a lugerne dirake a-zioc'h d'ar gwez.
3. An nijadenn etrezek Prad ar Stered
»Hama!« eme ar c'hwiled-derv all a oa dres oc'h ober ur sonadeg dindan ar wezenn-gistin, »daoust ha kavet en deus ar c'hrakaotrou Fraoñverig daou vugel evit nijal gantañ d'al Loar?«
Ken sabatuet e oant ma teuas en o sonadeg fals-notennoù. An tri beajour, avat, a nije gant kement a dizh ma stlake lostennoù ar vugale en aer evel bannieloù bihan. War-bouez nebeut o dije pennbouzellennet ur c'houbladig balafenned-noz oc'h ober allazig an eil d'egile, dievezh-kaer. Bremañ e oant a-us d'al lenn. He dourioù a lugerne sioul, he holl wagennoù a oa evel arc'hant. Hag ar melloù karped darsot a oa o chom enni a daole selloù ranell a-dreuz d'an dour, souezhet-mik an tamm anezhe. »O!« eme an tad-you-kozh-karp »setu houidi gwall iskis o nijal en aer.« Kement tra a wele o nijal en aer a oa, war e veno, un houad. Pemp kant vloaz e oa met diskiant-spontus koulskoude rak kazi dalc'hmat e veze o kousket. »O! O!« a soñjas ar c'harped all. Pell a oa n'o doa ket dispaket ur soñj ken hir, hag ar striv-se a lakas klogorennoù dour-c'hwez da ziverañ dioute; sevel a raent war c'horre al lenn evel perlezennoù bihan. Met erru e oa an tri beajour a-us d'ar c'hoad. »Sell 'ta!« eme ar yourc'hig Zipzip d'e vamm, »div logodennig-dall gwenn o nijal!«
E vamm avat a ouie an doare, rak tanav e oa he divskouarn ha klevet a rae mat kement tra a veze kontet er c'hoad. »Hemañ eo ar c'hwil-derv Fraoñverig o nijal d'al Loar gant daou vugel«, emezi. »C'hoant o deus da zebriñ al Loar?« a c'houlennas Zipzip. Krediñ a rae dezhañ e c'halle al Loar bezañ debret rak heñvel e oa ouzh ur boked-amann melen. »Paouez d'ober goulennoù sot ha debr da saladenn!« eme ar vamm. Re vihan e oa Zipzip evit kompren an istor brudet a veze kontet diwar-benn al laer-koad ha pavig ar c'hwil-derv. Buanoc'h-buanañ, uheloc'h-uhelañ e nije an tri beajour. Dizale e voe an ti, ar bradenn, al lenn hag ar c'hoad pell-bras dindane. An torgennoù hag ar menezioù, garlantezet a vrumennoù-noz gwenn, a steuzias tamm-ha-tamm. Ha neuze, pell-pell en traoñ, beuzet en noz sioul ha glas, e weljont an Douar a-bezh gant e holl vroioù ha morioù, an Douar karet sanket en ur c'housk don.
Ar vugale a dalme o c'halon en o c'hreiz, met start ha divrall e talc'hent o divrec'h astennet hep ober an disterañ fiñv a-dreuz. Ar c'hwil-derv a nije en o raok; seniñ a rae hep skuizhañ gant e violoñs en ur ganañ e sonennig. Pegen souezhus! Un neuz all a oa amañ gant ar stered, un neuz disheñvel-krenn diouzh an hini a veze gante p'en em ziskouezent en noz a-us d'an Douar ha pa veze sellet oute eus al liorzh. Amañ e tiskouezent dremmoù hegarat, karantezus ha drant, kelc'hiet gant rodelladennoù blev arc'hant. Ha seul uheloc'h e saved en aer, seul brasoc'h e oa o niver. Eus an Douar ne veze gwelet nemet ar stered bras met bremañ e teue ivez ar re vihan war wel. Meur a gantmiliad a oa anezhe. Hag a-greiz-holl e voe klevet, dindan bolz sioul an Neñv, evel kleierigoù diniver o tintal, izel ha skañv da gentañ, ha neuze uheloc'h, fraeshoc'h ha bravoc'h. Nann, ne oa ket kleierigoù e oant!
Klevet a raent splann bremañ: miliadoù a vouezhioùigoù sklintin a save a bep tu tro-war-dro. Ar Stered a oa o kanañ en noz; setu amañ o c'hanaouenn:
»War an douar n'eus trouz ebet,
Ar peuc'h a ren warnañ da vat,
Ar vugaligoù zo kousket,
Serret gante o daoulagad.
Uhel-uhel en Oabl teñval
E sioulder an noz venniget,
Mil ha mil steredenn feal
Zo a-zevri oc'h ober ged.
An holl loened er parkeier,
An holl laboused er c'hoajoù,
An holl besked en doureier,
En em lusk en o hunvreoù.
Kleierigoù a son sklintin,
E-kreiz ur sklêrijenn arc'hant,
Hag ar Stered a gan lirzhin;
Ar bugel ra hunvreoù koant.«
Tra ma selaoue hon tri beajour ar ganiri e voent gronnet gant ur sklêrijenn varzhus hag a zeuas da vezañ splannoc'h-splannañ. Difoupet e oa eus ur goumoulenn arc'hantet hag a oa o plavañ e bolz divent an Neñv evel ul latarenn vras. A-wechoù e vez gwelet en noz, war an Douar, latarennoù seurt-se a-drek al liorzhioù pe a-us d'ar stêrioù ha d'al lennoù. Heñvel int ouzh lienennoù gwenn ha difiñv ispilhet en aer. Met kalz sklaeroc'h ha kalz brasoc'h e oa al latarenn-se e bolz an Neñv, dirak ar vugale. Ha dre ma tostaent outi, e welent traoù souezhus-meurbet warni. Kantadoù ha miliadoù a gadorioù bihan a oa aze en-dro d'ul letrin-arc'hant, dres evel kadorioù bihan ar vugale-skol en-dro da daol ar mestr. E-kichen al letrin, o tivilhañ diouzh an Neñv, e oa ur gordenn-gloc'h arc'hantet gant un doupenn eus ar c'haerañ; en tu all, avat, e oa ur vandore ramzel e-kichen ur mell lunedenn-hirwel arc'hantet. Pell a-dreñv, war un dorgennig ma tifourke diouti un hent latarek moan, e weled ur c'hraou-deñved koantik, gwenn e vogerioù, gant un doenn ruz-roz ha prenestroù ront iskis, heñvel ouzh lagadoù bihan o tislugerniñ. Ha kelc'hiet e oa an dachenn gant ur gael ken fin ma seblante bezañ graet gant neudennoù porselen. Petra oa kement-se holl?
Prad ar Stered e oa, ha tostaat a raent outañ. E-kreiz an Oabl emañ Prad ar Stered hag eno e rejont an arsav kentañ en o beaj hir.
4. Prad ar Stered
E Prad ar Stered emañ an Aotrou Kerabornig o chom; un den meur a zo anezhañ, karget eus kalz a gefridioù. Rankout a ra deskiñ kanañ d'ar Stered hag o broudañ da naetaat ha da gempenn skinoù o c'hurunennoù e-kreiz an deiz, pa ne vezont ket c'hoazh e bolz an Neñv. Ar Stered a zo merc'hedigoù bihan gant blev arc'hant. Pep bugel war an Douar en deus ur Steredenn. Ha pa vez bet disentus ar bugel, p'en devez laeret kouignoù pe troadet gevier, e vez saotret kurunenn gaer e Steredenn gant tarchoù divalav hag e teu enni gwar pe faoutoù. Neuze e rank ar Steredennig puriñ he c'hurunenn gant un torch alaouret ha poaniañ kalz e skol ar Stered, war ar Prad, evit he lakat da lintrañ ha da skediñ adarre a-benn an noz. Tenn-spontus e vez alies al labour-se ha huanadiñ a ra ar Stered bihan gant ar boan. Leñvañ a reont zoken a-wechoù rak strizh-kenañ eo an Aotrou Kerabornig: ne c'houzañv ket an disterañ saotr. Met laouen e vezont peurvuiañ hag a-wechoù zoken leun a virvilh; dreist-holl er goañv, pa dosta Nedeleg. Neuze e c'hoarzhont o gwalc'h, ha mil boan en devez an Aotrou Kerabornig o lakaat an urzh da ren. C'hoarzhin a reont a-wechoù diwar-benn an deñvedigoù-loar a chom e-pad an deiz en o c'hraou war an dorgenn vihan hag a c'hoari toutig-penn; a-wechoù ivez diwar-benn ar givri neñvel2 hag o begeliadennoù ken fentus; hag a-wechoù zoken diwar-benn netra, met ken uhel e c'hoarzhont ma teu heklev o c'hoarzhadennoù tost da vat betek an Douar. Se, evel-just ne vez ket aotreet. Neuze e sko an Aotrou Kerabornig un taol war e vandore ha ken spontet e vezont ma chomont sioul evel ar peskedigoù el lenn, da vihanañ e-pad ur par berr. Evel-se e tremen an traoù e Prad ar Stered pa vez deiz war an Douar. Met pa zeu an abardaez, pa ya an Heol da guzh war an Douar, ez a an Aotrou Kerabornig d'en em staliañ gant kalz a lid dirak e letrin, an holl Stered a lak o c'hurunennoù war o fenn hag a sav selloù parfet war-du ennañ. Neuze e tro goustad ur bajenn eus Levr-aour al Loar a zo war e letrin hag e skriv warni an holl draoù mat graet gant ar vugale e-pad an deiz war an Douar. Gouzout a ra pep tra rak ar Stered a verk pep darvoud e skinoù o c'hurunennoù. Goude-se e lak e siell arc'hantet dindan ar skrid en ur wilc'hañ dic'hoarzh e zaoulagad boullek leun a vadelezh hag e sach war gordenn ar c'hloc'h. Kerkent e vez klevet son flour kleierigoù diniver o hekleviñ dre an Oabl a-bezh. Da heul ar son-se e tilamm an holl Stered er-maez eus ar Prad ha setu-int en Oabl. Aze e chomont e-pad an noz evel pikoù-sklêrijenn munut-munut, pep hini en he flas. Neuze ez a an Aotrou Kerabornig da gerc'hat e lunedenn-hirwel evit bezañ sur emaint holl en o renk rak a-wechoù e tichañs da hini pe hini en em goll en Oabl ec'hon ha teñval; gant ar re vihan dreist-holl e c'hoarvez an dra-se. A-wechoù ivez en em dolpont dre guzh, p'o devez c'hoazh tra pe dra da gontañ an eil d'eben. Kuzulikat ha fic'hellat a reont gant kement a blijadur hag ar merc'hedigoù bihan war an Douar. N'eo ket aotreet, evel-just, ha mennet-start eo an Aotrou Kerabornig da virout ouzh seurt doaeroù d'en em ziazezañ en Oabl.
Ya, an Aotrou Kerabornig en devez bepred kalz d'ober; dreist-holl d'abardaez!
Ur wech ingalet ar Steredennoù en Oabl, e rank kerc'hat an deñvedigoù-loar eus o c'hraou hag o c'has da beurvan an Neñv evit an noz. Se zo ivez ur pezh krogad labour. Laouen e vezont ha leun a virvilh, ur souezh! Galoupat a reont, heñvel-mik, en o c'hreoñ arc'hant, ouzh polotennoù bihan o ruilhal-diruilhal mesk-ha-mesk, hag e tremeno ur pennad mat a amzer ken na vint o peuriñ, brav ha sioul e peurvan an Neñv, ar melchon alaouret hadet evite gant ar stered-lostek. Ha neuze, an Aotrou Kerabornig a rank c'hoazh teurel evezh na'z afe an deñvedigoù d'ober dre laer un tañva d'ar c'haol-dared ha d'ar piz-glas-oabl a gresk eno ivez, rak Boudig an Noz he deus ezhomm eus al legumajoù-se evit he banvezioù-hanternoz ma vez pedet dezhe galloudusañ Nerzhioù an Natur. Ur wech staliet an deñvedigoù-loar er peurvan evel ma'z eo dleet, e chom c'hoazh ur gefridi a-bouez bras da gas da benn. E Prad ar Stered, e-kichen ar vandore vras, ez eus ur sac'hig ront evel ur voul hag eus ar sac'hig-se e skuilh an Aotrou Kerabornig traezh-archant munut e-barzh ur gorzenn hir. Kerzhout a ra neuze, goustad ha meurdezus, a-hed bevenn ar Prad betek pep unan eus pevar c'horn an Oabl hag a-benn peder gwech, en ur stouiñ dreist ar gael, e c'hwezh ar boultrenn lugernus en Egor. A-elfennoù munut-munut en em strew ar boultrenn dre an aer hag e tiskenn betek an Douar, douget gant sklêrijenn al Loar. An traezh-arc'hant eus korzenn an Aotrou Kerabornig a nij hag a zarnij a-us da gement lec'h ma vez bugaligoù o parañ o daoulagad war-du an nec'h hag en em boz goustadik war o malvennoù. Ar re-se a zeu da vezañ pounner ha skuizh. Ar vugale a gloz o daoulagad hag a van kousket. Setu penaos e tegas an Aotrou Kerabornig ar c'housk hag ivez an hunvreoù kaer d'ar vugale.
Peurechuet e oa an holl labourioù-se gant an Aotrou Kerabornig pa erruas, war-nij, dre an noz, Pêrig hag Anna-Liza gant ar c'hwil-derv. E welet a rejont o treuziñ ar Prad, reut war e zivhar, en e vantell-noz steredennet. Ur boned lost-hir a oa gantañ war e benn, hag en e dreid kofignonoù ramzel fentus a-walc'h. Redek a rae eus an eil tu d'ar Prad d'egile evit gwelet hag-eñ ne zeue ket un tamm dizurzh en Oabl. Hag evit gwir! a-daol-trumm e welas an tri c'hlasker-chañs! Divarc'het gant ar saouzan e wilc'has e zaoulagad, e sellas en-dro dezhañ, hag e reas un tenn-alan trouzus en ur wilc'hañ adarre e zaoulagad. Neuze e redas a-dizh da dapout e lunedenn-hirwel, he eeunañ a reas war-du ar vugale, teurel ur sell oute, torchañ e lagadig, naetaat gwerenn e lunedenn ha teurel c'hoazh ur sell... gwelet en doa bremañ piv oa o tont. C'hwezhañ a reas e zivjod ha diwar e souezh e skoas taolioùigoù bihan war e gof ront. E zaoulagad a zeuas da vezañ ken bras hag asiedoù-gwestell hag e tigoras e c'henoù ken frank ha dor ur stal. Ar pezh a oa o tremen en Oabl a oa un dichekadenn hep he far! Meur a vil bloaz en doa an Aotrou Kerabornig war e choug, met biskoazh ne oa c'hoarvezet kemend-all e Prad ar Stered abaoe ma oa karget da zerc'hel an urzh amañ. Daou vugel en o dilhad-noz hag ur c'hwil-derv gant e violoñs a oa o tinijal betek ennañ dre an Oabl evel pa vijent oc'h ober un tamm tro ur sulvezh d'abardaez. Ar bed oa o treiñ war an tu gin! Ret e oa dezhañ bezañ start ha dibleg! Lammat a reas eta war e vandore vras hag e skoas warni en ur wiskañ un dremm fuloret. Dres d'an ampoent e tiskennas ar vugale hag ar c'hwil-derv goustadik war Brad ar Stered.
»Boum - boum - boum! Amañ emañ al Loar!«
a huchas an Aotrou Kerabornig en ur hejañ-dihejañ bazh e vandore dre an aer. Hag ez ouzhpennas:
»Neb 'mañ ket o chom amañ vez savet e dreid dezhañ!«
Ma! N'o doa ket bet un degemer gwall hegarat en arsav kentañ o beaj.
Met ar c'hwil-derv a soñjas: »Gant doareoù seven e reer ar muiañ a hent« ha setu ma reas ur gaer a stouadenn ha chiboudig da heul en ur lavaret: »Ho tigarez, mar plij, Aotrou Kerabornig.« - »Petra? - petra? - petore digarez?« a wikas an denig, aet ruz e benn gant an trefu. »Petra 'mañ o klask amañ? Ur c'hwil-derv a zo e blas en ul liorzh, war ur wezenn-gistin dev, ha n'eo ket war al Loar e Prad ar Stered! Ez an da dennañ warnañ fuzeennoù-stered ken ma vo toullgofet, ar beg-melen-se!
Fuzeennoù-stered?
Ar c'hwil-derv, evel-just, a zeuas aon dezhañ hag a soñjas e vefe mat ober e varv bihan. Pêrig n'en doa ket aon, rak e gleze-koad a oa gantañ, met nec'het e oa ha ne ouie ket re vat petra a vije d'ober ma krogje an denig da dennañ evit gwir fuzeennoù-stered. Anna-Liza, avat... piv en dije kredet! Anna-Liza vihan a reas kalonek ur gammed war-raok, a dapas un aval ruz eus he faner hag a lakas anezhañ dres dindan fri begek an Aotrou Kerabornig tagnous-se. »Ac'hanta! Setu ur plac'hig kalonek!« emezañ souezhet-mik en ur c'hwesheta an aval kaer, c'hoant dezhañ da c'houzout petra oa an dra-se. En Oabl ne oa netra a-seurt-se. Ha koulskoude, er Prad a oa war al Loar e kreske avaloù ha kraoñ alaouret, met an Aotrou Kerabornig n'en doa ket aotre da zebriñ dioute; miret e oant evit ar vugale war an Douar. Neuze e krogas e c'henoù da zizourenniñ. »Ro din!« emezañ. Un tammig soubladenn a reas Anna-Liza en ur lavaret: »Setu, mar plij!«
Agn!... an denig a blantas e zent e-barzh. Ha fentusat tra, a-daol-trumm e teuas da vezañ laouen. E-ser chaokat e vousc'hoarzhe eus an eil skouarn d'eben hag e frote e gofig gant ar blijadur.
Ur wech peurzebret an aval e kroazias an Aotrou Kerabornig e zaouarn a-drek e gein hag e sellas ouzh ar vugale. Klask a rae ober e fas tonton doujoù met ken saourus e oa bet an aval ma ne zeuas ket a-benn da wiskañ un neuz tagnous. »C'hwi, frioù mic'hiek, petra 'maoc'h o klask amañ? Ret vefe deoc'h bezañ kousket!« emezañ gant ur mousc'hoarzh. Neuze e reas Pêrig ur stouadenn dirakañ hag e tisplegas dezhañ abeg o beaj. Ya, keloù en doa bet an Aotrou Kerabornig eus an istor-se. Kontet e oa bet ur wech dija, ur mil bloaz bennak a-raok, e-kerzh un abadenn kafeta dalc'het e kastell Boudig an Noz; ha fromet e oa bet an holl gouvidi gant planedenn ar Fraoñveriged. »Hmm, hmm«, eme an Aotrou Kerabornig, e zaoulagad dispourbellet gant ar bec'h a lake d'en em soñjal. Neuze avat e teuas adarre betek e fri c'hwezh an avaloù a oa e paner Pêrig. »Ro din un aval all!« a lavaras a-daol-trumm e-kreiz prederiañ, hag ez astennas e zorn. Pêrig, evel-just, a roas dezhañ an aval a-galon laouen. Pa voe debret an eil aval gant an Aotrou Kerabornig, e oa torret d'e gounnar ha gant ur mousc'hoarzh madelezhus e hejas e benn. »Ya, ya, anavezet mat e oa istor ar Fraoñveriged e pep korn an Oabl.«
Met daoust ha kavet en doa ar c'hwil-derv daou vugel fur evit adc'hounit e bavig? Na pebezh eurvad e vefe evit ar Fraoñveriged!
Ret e oa eta gwelet ha fur e oa ar vugale, rak a-hend-all ne droje ket an traoù da vat. A-gammedoù bras ha lidus e kerzhas an Aotrou Kerabornig betek e uhelgomzer ha neuze e huchas etrezek lein an Neñv: »Steredennig Anna-Liza ha steredennig Pêrig, diskennit buan amañ!«
Ha petra a c'hoarvezas?
Div steredennig vihan-vihan en em zistagas diouzh bolz an Neñv hag a gouezhas d'an traoñ en ur sklêrijennañ ar Prad. Ha dres d'an ampoent e voe gwelet div blac'hig koant-meurbet gant rodelloù melen ha daoulagad drant. Krezioù arc'hantet a oa en-dro dezhe, botoù arc'hantet en o zreid ha war o fennoù e lugerne ar skinoù hollskedus a yae d'ober o c'hurunennoù. »Pêrig, ma Fêrig-me!« a huchas unan eus ar stered. »Ma Anna-Liza vihan!« a huchas eben. Ha pep hini da saludiñ laouen. Ar vugale a redas da-gaout o stered evit o briata ha pokat dezhe. Ar c'hwil-derv tev a savas daeroù druz en e zaoulagad boullek gant ar c'haer ma oa an arvest. Met arabat e oa lezel ar from da c'hounit tachenn rak homañ oa un afer sirius. Rak-se ez adkemeras an Aotrou Kerabornig e neuz tagnous, e lakas fin d'ar pokadennoù hag e c'houlennas ouzh ar steredennoù daoust hag-eñ ne oa ket bet graet tarchoù war o c'hurunennoù gant ar vugale Pêrig hag Anna-Liza. Mousc'hoarzhin a reas an div stederennig en ur hejañ o rodelladennoù blev arc'hant. Naet ha lufrus e oa o c'hurunennoù. Neuze e paras ur mousc'hoarzh war dremm an Aotrou Kerabornig, ha gant al laouen ma oa ez aotreas ar vugale da reiñ ur pok all d'ar steredennoù. »Na pegen brav e oa!«
N'haller ket deskrivañ pegen c'hwek eo ur pok-stered, ret eo bezañ tañvaet unan evit hen gouzout; hag evit tañva ur pok-stered ez eo ret bezañ un den mat.
Hop! Setu ar steredennoù nijet kuit ha deut da vezañ adarre pikoù-sklêrijenn e bolz an Neñv. Selloù mantret a daolas ar vugale etrezek enne, met a-daol-trumm setu int o tirollañ da c'hoarzhin. Ar c'hwil-derv a oa o tañsal evel unan pennfollet a-dreuz hag a-hed war Brad ar Stered en ur ziskar gant e bavioù un dousenn vat a gadorioù-stered hag a oa war e hent. Laouen e oa o c'houzout e oa fur ar vugale rak skrivet e oa en Istor e familh e vije ret d'ar vugale bezañ fur, anez-se e vije graet taol gwenn. Bremañ e oa sur da adkavout e bavig. Na pegen bras e oa e levenez!
Kompren mat a rae an Aotrou Kerabornig levenez Fraoñverig met troc'holiañ ar c'hadorioù a oa kontrol d'an urzh vat, ha setu ma savas gant e holl nerzh a-enep an doareoù c'hwilek-se. »Un dañs a levenez e oa? Ur c'haloupadenn diroll ha diskiant kentoc'h! Berzet eo seurt traoù e Prad ar Stered; berzet int dreist-holl ouzh ar re a zo ken tev ha ken diasur war o favioù!«
Klevet en doa Fraoñverig e begement. »Dizesk-spontus eo an Aotrou Kerabornig« a soñjas, rak evel ma oar an holl, kaerañ dañsoù a zo er bed eo dañsoù ar c'hwiled-derv. »Hag eñ, Fraoñverig, a vefe diasur war e bavioù? Na pegen droch! Gwelet o doa an holl gant pebezh ampartiz e ouie dañsal war an delioù kistin el liorzh; ha ret e vije e welet o tañsal p'en dije adkavet e c'hwec'hvet pavig!«
Darbet e voe dezhañ dirollañ da c'hoarzhin, met derc'hel a reas war e c'hoarzh rak evezhiek e oa dre natur ha ne venne ket sachañ droukrañs warnañ. »Ho tigarez, Aotrou Kerabornig!« emezañ en ur ober chiboud gant un neuz uvel. Met e kuzh e taolas d'ar vugale pokoù gant e vizied. An Aotrou Kerabornig, e viz gantañ war e fri, a oa beuzet en e brederiadennoù. Gwall risklus e oa an abadenn a c'hortoze an daou vugel; ha dre ma oa deut dija da vezañ tomm-kenañ oute, e oa mennet-start d'o skoazellañ a-hed o beaj. A-daol-trumm e teuas ur mennozh dezhañ. Fenoz end-eeun, da hanternoz, e oa pedet Nerzhioù an Natur d'un abadenn kafeta e kastell Boudig an Noz. Pedet e oa-eñ ivez. Galloudus-tre e oa Boudig an Noz, kalz galloudusoc'h hag eñ. Hi an hini eo he doa harluet al laer-koad war menez uhelañ al Loar meur a gant vloaz oa, ha roet d'ar Fraoñveriged an aotre da vont di, a-gevret gant bugale fur, evit kerc'hat ar pavig. Ha ma kasfe gantañ ar vugale da gastell Boudig an Noz? Ur voudig leun a vadelezh e oa hag a-dra-sur e vefe prest d'o c'hemer dindan he gwarez. Hag e skeud-se e c'hallfe Pêrig hag Anna-Liza ober anaoudegezh gant Nerzhioù an Natur hag ar re-mañ a rofe marteze harp dezhe diwezhatoc'h. Na pebezh mennozh dispar!
Ken laouen e oa an denig gant e vennozh ma reas ur mell lamm-da-laez hag a lakas e gofig ront e brall; war-se e hopas: »Emaon ganti! emaon ganti! Ur c'haer a soñj zo deut din, bugaligoù!
Hag eñ da zisplegañ dezhe ar pezh a oa e-sell d'ober. Ya, ur mennad dispar e oa!
Laouen-bras e oa Pêrig o soñjal e oa o vont da welet Nerzhioù an Natur, hag Anna-Liza a soñje e Boudig kaer an Noz. Aon en doa Fraoñverig adarre rak kavout a rae dezhañ e oa dañjerus ober anaoudegezh gant Nerzhioù an Natur; met moustrañ a reas war e aon hag e lavaras war un ton kalonek e oa ur mennozh dispar. Neuze e tennas an Aotrou Kerabornig ur pezh mell eurier-godell eus e vantell-noz hag en ur reiñ gant e viz un taolig war an dremm e lavaras:
»Prestik e vo amañ!«
Soñjal a rae en e dranell-loar rak fellout a rae dezhañ mont warni da gastell Boudig an Noz. Hag evit gwir, e wele dija un dra bennak o tont a-dreuz an aer!
Un dranell gwenn-erc'h e oa, stlejet gant eizh balafenn-noz staget outi war-bouez seizennoù arc'hant. Didrouz, evel ur goumoulenn e rikle war-du ar vugale hag erruet dirake e chomas a-sav. Daoulagad bras, glas-gwer ha lufrus o doa ar balafenned; flapañ a raent kevrinus o eskell brav sked-disked en ur hejañ o c'herniel alaouret ma oa staget oute kleierigoù gwer o stirlinkat. Souezhet, e selle ar vugale ouzh kement-se holl. Met n'o doa ket amzer da goll o chom da sabatuiñ. Hir e oa an hent o doa d'ober. Hag int holl da gemer buan o flas en dranell. Azezet e oant enni evel war koumoulennoù seiz. Kregiñ a reas an Aotrou Kerabornig er rañjennoù, sevel a reas ar balafenned-noz o eskell, ar c'hleier gwer a stirlinkas flour, ha... war-raok a-dreuz Prad ar Stered etrezek an Hent-Gwenn m'en em gave, er penn pellañ anezhañ, kastell Boudig an Noz.
5. Beaj e tranell war an Hent-Gwenn
Na pebezh troiad iskis!
Biskoazh bugale n'o doa graet ur veaj ken kaer hag an hini a reas Pêrig hag Anna-Liza e tranell an Aotrou Kerabornig war an Hent-Gwenn evit mont da Gastell Boudig an Noz! Un eonenn lugernus-flour, skedusoc'h eget an erc'h fresk ha soutiloc'h eget eonenn ar sklaerañ gwagennoù, a yae d'ober an hent a oa dindane. Didrouz e ruze an dranell a-dreuz bolz an Neñv war an hent burzhudus-se. Ne gleved nemet ar c'hleierigoù gwer stag ouzh kerniel ar balafenned; tintal a raent sklintin, lusket gant taolioù eskell al loenedigoù kaer. Melloù gwez a greske a bep tu d'an Hent-Gwenn; treuzwelus e oant ha goloet a vleunioù gwenn. »Ar re-mañ zo gwez-mel«, a zisklêrias an Aotrou Kerabornig »eus o bleunioù e tiver mel c'hwek an Hent-Gwenn. Debret e vez gant ar Stered bihan pa zeu naon dezhe.«
Tremen a rejont dindan ar gwez ha d'ur poent bennak en em gavas ar bleunioù ken tost ouzh ar vugale ma astennas Anna-Liza he dornig evit kutuilh unan. Ne zeuas ket a-benn eus he zaol rak re vuan ez ae an dranell war-raok, met glebiet e voe he holl vizied gant mel saourus an Hent-Gwenn
Bremañ ne oa nemet lipat d'ober!
Evel-just e c'houlennas Pêrig e lod eus ar mel ha mat e voe Anna-Liza. E lezel a reas da sunañ tri eus he bizied. Met an daou all, ar re vrasañ, a viras eviti hec'h-unan. En he gwir e oa. Biskoazh n'o doa tañvaet un dra ken c'hwek.
Neuze e teujont e-biou d'ur bradenn 'lec'h ma oa ur bagad loened iskis-kenañ oc'h ebatal. Damheñvel e oant ouzh givri, met tennañ a raent ivez da goumoulennoù bihan war bavioù. Ruzata a raent dibaouez hep fiñval o garoù, evel pa vijent taolet-distaolet gant an avel. Ha leuskel a raent begeliadennoù hag a dregerne evel pa vije mil bugel o c'hoarzhin a-lazh-korf.
»Setu ar givri neñvel«, a zisklêrias an Aotrou Kerabornig; »peuriñ a reont amañ pinochez al Loar. D'an Nedeleg e vo torret o c'hornigoù aour3 rak aozet e vo, e Prad ar Stered, ur banvez bras evit ar Steredigoù. Kornedadoù dienn strapet, mesket gant mel eus gwez an Hent-Gwenn a vo. Na pebezh lipouzerezh!«
Krediñ a-walc'h a rae ar vugale e oa blaz mat gant an traoù-se.
Tremen a rejont neuze e-biou d'ul lenn espar. Lintrañ a rae he dour evel arc'hant teuzet flouret gant ur avelig skañv hag hen lake da wagenniñ goustad. E-barzh al lenn e vordilhe pesked bihan diniver hag a lugerne evel flammoùigoù liesliv. Fifilañ, birvilhañ ha krenañ a raent dibaouez. Kement-se holl e-kreiz an donañ sioulder. »Homañ eo al Lenn Glizarc'hant4 gant ar pesked-tan-red!« a zisklêrias an Aotrou Kerabornig. »En nozvezhioù sioul e teu ur plac'hig koant-meurbet didrouz war ribl al Lenn Glizarc'hant: Mariig Kerglizh, merc'h Boudig an Noz. Gant un hanaf, anezhañ ur maen-diamant kleuziet, e tenn dour eus al lenn. Neuze e plav a-us d'an Douar hag e strink ar glizh distanus war al liorzhoù, ar pradoù hag ar c'hoadoù evit freskaat ha kaeraat, a-benn ar beure, an holl vleunioù ha gwezennoù, an holl geotennoù ha louzaouennoù. Gwech an amzer e tegouezh d'ur re bennak eus ar pesked lugernus en em gavout e hanaf Mariig Kerglizh. Neuze e vezont strewet war un dro gant ar glizh war ar pradoù hag en nozioù sioul e vezont gwelet o fifilañ hag o lugerniñ. »Tanioù-noz« a lavar an dud, pe »tanioù-red«.
Hag e kendalc'hjont gant o hent. Erruet e oant bremañ dirak peurvan ar buoc'hed neñvel hag al leueoù-loar5 ; evel koabrennoù tev e ruzatae ar re-se a-dreuz hag a-hed war ar bradenn wenn en ur beuriñ dibaouez. Ne oant ket treuzwelus evel an deñvedigoù-loar hag ar givri neñvel a oa er peurvanoù all; bez' e oa anezhe melloù pouloudennoù louet ha divoull. »Ne blijont ket d'ar steredigoù tamm ebet«, eme an Aotrou Kerabornig, »rak alies e vez mouchet ar gwel war an Douar gant o c'hofoù tev, hag ar steredigoù ne welont ket mui o bugaligoù kousket du-hont en traoñ. Met ezhomm he deus Boudig an Noz eus ar buoc'hed neñvel. Gant o laezh e vez graet an amann-loar. Keginer Boudig an Noz en deus ezhomm dioutañ evit ober gwestell; dreist-holl evit fardañ ar galetez loargann ken saourus a vez servijet a-wechoù en abadennoù kafeta Boudig an Noz.«
Mousc'hoarzhin laouen a rae an Aotrou Kerabornig o soñjal er galetez Loargann. E veuz muiañ-karet a oa anezhe. Ha fenoz end-eun en dije tro d'o zañva adarre. Se a oa bet diskuliet dezhañ gant Olier Keranhentgwenn karget da bourveziñ an amann-loar. »Nag a draoù mat a zo en Oabl«, a soñje ar vugale; »nag a draoù lipous!« Met Fraoñverig, azezet war lost an dranell, a seblante un tammig anoazet. Ne gave netra da blijout dezhañ. N'en doa ket dizoloet an disterañ delienn c'hlas betek-henn. Pep tra amañ oa en arc'hant pe e sukr. Amann-loar, melchon-stered, mel an Hent-Gwenn, kornedadoù dienn strapet ne oant ket traoù prizet mat gant ar c'hwil-derv dereat a oa anezhañ. Met a-benn ar fin, ne oa ket ret dezhañ debriñ an traoù-se. Hag ar pep pouezusañ evitañ, Fraoñverig, oa adkavout e bavig. Evit se e oant oc'h ober ar veaj-mañ. Eñ eta a c'hoarie ar roll kentañ!
Komprenet gantañ an dra-se e wiskas adarre un neuz laouen ha lorc'hus.
Dres pa oant o tremen e-biou d'ar c'hantvet maen-bonn e krogas d'ober erc'h. Un erc'h iskis-meurbet e oa!
Milionoù a fulennoù sklêrijenn, anezhe steredigoù munut-munut o strinkellikat en aer a gorolle en-dro dezhe. »Setu ni tapet e lost ur steredenn-lostek«, eme an Aotrou Kerabornig, met ne c'hoarvezo droug ebet ganimp, ne vimp ket losket gant ar fulennoù. Ar vugale a gave se fentus-kenañ. Kregiñ a raent er fulennoù ha klask a raent zoken ober gante bouloù-erc'h, met ne oa ket gwall aes. War-bouez nebeut e vije kouezhet Pêrig diwar an dranell. Anna-Liza a c'hoarzhe dibaouez hag a denne he zeod er-maez. Na pegen iskis e hillige ar fulennoù. Fraoñverig, avat, a oa nec'het adarre. Un dra euzhus eo ur barrad erc'h evit ar c'hwiled-derv. Se, a-benn ar fin, n'eo ket diaes da gompren. E soñj e oa d'ober e varv bihan met dres d'ar c'houlz-se e teujont er-maez eus ar goumoulennad stered; dirake, pintet war un dolzennad koumoul glas-arc'hant e oa Kastell Boudig an Noz - Na pegen brav e oa!
Chom a reas an dranell a-sav e traoñ ur skalier ledan e gwer gwenn hag a gase, dre douez ar c'houmoulennoù, betek dor ar c'hastell. Neuze, dorn-ha-dorn gant an Aotrou Kerabornig, e pignjont gant an derezioù. Lidus-tre e oa an arvest.
6. Kastell Boudig an Noz
En ur sal ec'hon-meurbet eus he c'hastell e oa Boudig an Noz o tegemer ar gouvidi deut d'he abadenn kafeta hanternoz. Pileroù arc'hant hir-divent a zouge ur volzad koumoul ramzel gronnet gant lijennoù fiñv-difiñv evel bannieloù tanav o wagenniñ flour. Al leur, e gwer-strink glas-don, a oa ken boull ha dour ar mor pa vez plaen ha sioul. Dre an digoroù ledan a oa etre ar pileroù en em ziskoueze an noz hag en hec'h ec'honder divent e tarnije, evel bleunioù bras, miliadoù a goumouligoù hag a skigne ur sklêrijenn varzhus. Met ar pep bravañ oa kador-veur Boudig an Noz staliet e-kreiz ar sal. Kizellet e oa he derezioù en ur pezh maen prizius glas-gwer, perlezennoù a yae d'ober he sez, he c'hein oa en arc'hant hag a-us dezhi e lugerne seizh steredenn c'hlas dre an aer. En daou du eus ar gador-veur hollgaer e oa div regennad kadorioù arc'hant evit ar gouvidi. Pa dostaas an hanternoz e oa Boudig an Noz azezet war he c'hador-veur, ur greskenn-loar hollskedus en he blev du, hag he mantell roueel en-dro dezhi. En he c'hichen e oa div steredennig en o saeoù arc'hantet; met en diadreñv, war skramm an noz, e tibune hep arsav ur chadennad steredigoù munut o kanañ. Ar re-se oa ar steredigoù bihanañ; ne'z aent ket c'hoazh da skol an Aotrou Kerabornig pa n'o doa ket c'hoazh bugaligoù da wareziñ war an Douar. Rak-se n'o doa ket c'hoazh ur plas e bolz an Neñv evit sellet alese war-du an Douar ha beilhañ e-pad an noz. Met pegen brav e ouient kanañ dija! A-greiz-holl e voe klevet daouzek taol kloc'h pounner o tregerniñ dre ar sal; Boudig an Noz a savas diwar he c'hador-veur, a zigoras he divrec'h hag a lavaras gant ur vouezh heson ha flour:
»Hanternoz! - Ar Bed a gousk bremañ;
Ar peoc'h, ar peoc'h ra reno warnañ!«
Mil heklev a adlavaras dre an Neñv ar vennigadenn-se. Klevet e voe korioù diabell ouzh he c'hanañ, pelloc'h-pellañ, siouloc'h-sioulañ:
»Ar peoc'h, ar peoc'h ra reno warnañ!«
Neuze e tavas pep trouz. Sioul ez azezas ar Voudig war he c'hador-veur hag ur mousc'hoarzh madelezhus a baras war he dremm wenn hag hael. E-pad ur pennad e voe beuzet ar sal er sioulder; neuze avat e voe klevet en diabell ur storlok o tasseniñ kreñvoc'h-kreñvañ hag o treiñ a-benn ar fin en ur grozadenn gurun galloudus. Diouzhtu goude e lammas Paol Kergurun en un taol krenn diwar ar c'houmoul e toull an nor; an hini kentañ eus ar gouvidi e oa. Ur pezh mell bazh-taboulin a zalc'he en e zorn ha goude bezañ roet taolioù ganti war e gof e stouas dirak Boudig an Noz hag e huchas:
»Tan ha kurun, setu me!
Dinijet hep tamm dale!
War ma zammig timbalenn
P'am eus bet da bedadenn.
Ma maouez Gwrac'h al Luc'hed
Ne zeuio ket ken abred,
Kas dared du-mañ, du-hont
He deus d'ober a-raok dont;
Met pa vo echu ganti,
E teuio d'az saludiñ!
Mil boulc'hurun, arc'h - arc'h - arc'h!
Ma c'henderv Yann Kergazarc'h
'M eus gwelet o plantañ tizh
War e goumoul-lestr gwenn-gris,
Met gant he falz al loar c'hlas,
He deus toullet e ouel vras.
'Blam da se, fidamdoulle!
En devo un tamm dale.
Met deut on-me e koulz vat!
Hag e lâran dit demat!«
Tra ma komze evel-se e laoske dibaouez talioù-kurun, ken ma tarlamme kalonoù ar steredigoù a oa e-kichen kador-veur Boudig an Noz. Met Paol Kergurun ne oa ket drouk; c'hoarzhin a rae en ur faoutañ e c'henoù eus an eil skouarn d'eben. Stouiñ a reas Boudig an Noz he fenn kaer evit saludiñ an den gouez ha gant ur mousc'hoarzh hegarat e lavaras dezhañ e tlefe paouez da leuskel taolioù-kurun ken kreñv, kuit da spontañ ar steredigoù. An den mat Paol Kergurun, nec'het-bras, a valbouzas ur ger bennak evit en em zigareziñ. E gwirionez e kave gwall ziaes moustrañ war e c'hoant da leuskel taolioù-kurun; dreist-holl pa veze laouen e galon. Neuze e voe klevet ur safar hag ur sarac'h o leuniañ an aer: an eil eus ar gouvidi, Lizig Keravel, a oa o tont. Erruet a-c'haoliad war ur skubellenn e lammas diwarni dirak kador-veur Boudig an Noz, hag e-kreiz troidellat ha redek-diredek en ur ober stouadennoù, e huchas gant he mouezh skiltr:
»Hip - Hip - Hip - prim 'vel un tenn!
On deut war ma skubellenn,
Graet 'm eus levioù ha levioù,
'Us d'ar prajoù, d'ar c'hoajoù.
Dorioù 'm eus didoroset
Prenestroù 'm eus difretet
Ha laket 'm eus ar c'herez
Da gouezhañ holl diouzh ar gwez.
Hopala - hopala - sell!
Setu Lizig Keravel!«
Boudig an Noz a astennas hegarat he dorn dezhi ha tra ma oa Lizig Keravel o saludiñ Paol Kergurun - liammoù a vignoniezh a oa etreze evel-just - ez erruas ur gouviadez all. Homañ oa Plac'h ar C'houmoul, ur boudoufenn anezhi.
Heñvel e oa ouzh ur bolotenn pe ouzh ur mell pod-kafe; fentus-meurbet e oa. He fenn oa ken ront hag un aval rostet ha ken hegarat ivez. Goustad-goustad, gant fiñvoù gorrek e tostaas ouzh kador-veur Boudig an Noz, e vrañskellas he sae boufet evit saludiñ gant ur stouadenn fentus hag e lavaras gant ur vouezh dous ha blot:
»Penaos 'mañ kont amañ en Neñv?
Ha penaos 'mañ kont war al Loar?
Itron Boudig an noz, me oar
E talvezo bepred ar boan
Mont d'ho kavout 'vit an adkoan;
Rak lipous eo ho kaletez
Gant ur bannac'hig kafe-laezh.
Spi 'm eus ne vo ket en ho ti
An Heol e-touez ar gouvidi,
Rak gant e vannoù al loen-se
A ra bepred toulloù em sae,
Ha meur a wech er sizhun-mañ
On bet gwall bistiget gantañ.«
Boudig an Noz a drugarekaas Plac'h ar C'houmoul evit he salud hag a ziskouezas dezhi ur plas e-kichen Paol Kergurun ha Lizig Keravel. Pedet e oa bet ivez an Heol, evel-just, rak ret e oa derc'hel d'ar gizioù mat hag heuliañ reolennoù ar sevended. Met divec'hiet e voe Plac'h ar C'houmoul o welet e c'halle azezañ e-kichen Paol Kergurun ha Lizig Keravel hag a oa, o-daou, mignoned vras dezhi.
A-daol-trumm e splannas ur sklêrijenn melen-soufr er sal hag ez antreas Gwrag al Luc'hed a-c'haoliad war ur skourr-gwezenn sec'h. Kerkent e lammas Paol Kergurun gant un darzhadenn spontus diwar e gador, e vriatas e vaouez hag e tañsas ganti dre ar sal e-pad ur pennad. Un dourni spontus a raent en ur zañsal ha flaer heugus ar soufr a save en-dro dezhe. Ken bras e oa o levenez ma ne oant ket gouest da drec'hiñ warne o-unan. Boudig an Noz a stouve he fri gant ar flaerius ma oa an aer. Neuze e tiskrogas Gwrac'h al Luc'hed diouzh Paol Kergurun, e redas a-gammigelloù dirak ar gador-veur ha gant ur vouezh skiltr e huchas
»Vroum-vroum - vroum ha vlañ!
Gwrac'h al luc'hed zo amañ!
Salud dit, keniterv ger,
Labour am boa c'hoazh d'ober;
Ha war ma hent tizh-ha-tizh,
'M eus freuzet tour un iliz
»Vroum-vroum - vroum ha vlañ!
Gwrac'h al luc'hed zo amañ!«
Boudig an Noz a stouas he fenn ha war un ton hegarat e pedas Gwrac'h al Luc'hed da skignañ nebeutoc'h a soufr dre an aer, rak kement-se ne oa ket yac'hus nag evit he Steredigoù nag evit he c'houvidi; fall e oa da skouer evit Mariig Kerglizh, Sterenn-Veure ha Sterenn-Noz. Fentigelloù e-leizh a gontas Paol Kergurun da Blac'h ar C'houmoul diwar-benn an dimezelled kizidik a oa en Neñv da darzh-an-deiz ha da serr-noz, met Gwrag al Luc'hed a reas ur stouadenn reut hag a huchas:
»Vroum-vroum - vroum ha vlañ!
Spi am eus da zont a-benn
Da herzel ouzh ar froudenn,
A drot em fenn dizehan,
Da skignañ c'hwezh vat an tan.
Ya, met se fidamdoullig
N'eo nemet un netraig!«
War-se e treuzas ar sal a-gammigelloù hag ez eas da azezañ war barlenn Paol Kergurun. Neuze e voe klevet un trouz skañv, evel saflik ar glav, hag un iskis a zen a dostaas ouzh ar gador-veur. Hemañ oa Fañch Kerglav. Ur c'haer a zen ne oa ket. Treut e oa evel ur vazh-kloued. E vlev melen dislivet a gouezhe a-guchennoù war e zaoulagad gleb ha war e fri begek, ruz ha siferniet. Ur pezh mell disglavier serret a oa gantañ dindan e gazel ha gleb-dour-teil e oa e vantell hir. El lec'h ma oa chomet a-sav e oa deut diouzhtu ur poullad dour war al leur. Ur stouadenn dizampart a reas dirak Boudig an Noz hag en ur dennañ e gozh tog foñs-uhel distrempet gant an dour e lavaras gant ur vouezh hirvoudus ha klemmus:
»Boudig an noz, Flik - Flak - Flok
Salud deoc'h Flik - Flak - Flok
Ho pedadenn hegarat
Zo degoue'et er c'houlz vat,
Ha laouen on deut diouzhtu,
Eus a-bell war ma faiplu.
E miz Mae 'ven ket foulet
Kalz a labour n'em bez ket,
Met trempet 'm eus koulskoude
Un hanter-kant sae neve'.
Seitek toënn 'm eus treuzet,
Ha goude hanter veuzet
Gweleoù, taolioù, keder
Ha kement oa en tïer.
Neuze war daouzek kontre
'M eus diskarget glav ive'
Ha da zaou-c'hant bugel kaezh,
'M eus roet ur barr arwez.
Erfin 'm eus intret a zour,
Krezioù trizek micherour.
Ya, miz Mae zo ur miz sec'h
Ha ne vez ket bras ar bec'h.«
Boudig an Noz, goude bezañ saludet ar c'houviad iskis-se, a roas ali dezhañ d'ober estreget bourdoù ha troioù-kamm war an Douar ha d'ober ivez ar mad en ur zoura al liorzhoù hag ar parkoù evel ma oa dleet. Ha neuze e pedas anezhañ da herzel ouzh ar glav da ziverañ er sal ha da boulladiñ war al leur. Fañch Kerglav a roas e c'her dezhi hag a yeas da azezañ e-kichen Plac'h ar C'houmoul. Abaoe ur pennad e kleved en diabell ur safar hag a yae war greñvaat bep ma tostae. A-daol-trumm e krogas an holl ouelioù ha bannieloù da stlakal hag ar mogeriadoù koumoul a fiñvas goustad, rak ar Ramz Tourmant a oa oc'h antreal er sal, du ha bras-spontus, gant askelloù divent hag a skube al leur. Derc'hel a rae en e zorn serret ur skourr-dervenn diframmet; hen hejañ-dihejañ a reas evit saludiñ ha tra ma nijelle e bikol barv evel ur goabrenn zu en-dro dezhañ, e huchas:
»Poum! Setu me e toull an nor!
Dinijet eus ar Meurvor!
Loc'het kuit goude gwiskañ
Ma askelloù herrekañ.
'Vel un diaoul o freuzañ aer,
'M eus nijet hep koll amzer
Tizh-ha-tizh dre ar c'hoajoù
Hag a-us d'ar menezioù.
Met gant ar mall d'ho kwelet,
Em eus siwazh disoñjet,
'sambles gant ma askelloù,
Gwiskañ ivez ma bragoù6
;
Digarez a c'houlennan,
Deut on amañ en noazh-ran!«
En noazh-ran e oa evit gwir; n'en doa ket gwisket zoken e dog eouliet nag e heuzoù didreuzus. Rak-se e rankas mont da azezañ a-drek Plac'h ar C'houmoul, goude bezañ saludet, gant kalz a drouz, Paol Kergurun, Gwrac'h al Luc'hed hag ivez Lizig Keravel, e vaouez.
Neuze e'z antreas er sal annezidi ar C'hastell-Skorn, anezhe daou vreur hag ur c'hoar7 . An hini kentañ oa Yann Kergazarc'h gant e daboulin ramzel. Glas-louet e oa e zremm hag elienennoù glas-gwer a strinke eus e zaoulagad boullek ha sklaer. Gwenn-erc'h e oa e vlev ha war e lifre e luc'he perlezennoù grizilh. Yen e teuas an aer da vezañ er sal pa'z antreas, ha Fañch Kerglav a zirollas da streviañ. Ne oa ket gwall domm ouzh Yann Kergazarc'h rak hemañ a zeue bepred da emellout en e labour pa veze o tiskargañ dour war an Douar. Ur salud-soudard a reas Yann Kergazarc'h dirak kador-veur Boudig an Noz, ha goude un daboulinadenn drouzus, e taolas gant ur vouezh hag a sone evel stirlink ur chadenn-houarn:
»Dilink - Dilink
Yann Kergazarc'h zo amañ!
Al labour 'vank ket dezhañ
Rak e-kreiz an Nevez-Hañv
E tifenn enor ar Goañv.
Da greisteiz a galon vat,
Hep espern na bleuñv nag had,
E freuz gant ur joa divent
Kement a gav war e hent;
Tennañ 'ra gant mil fuzuilh
E voledoù a gouezh puilh;
Tenn ebet ne sko e-biou
Eus pep tra e ra skilhoù.
Aketus 'vez d'e zever,
Met bremañ eo dibreder,
Rak en noz ne ra netra,
Setu eñ amañ eta!«
Labour an aotrou reut-se ne blije ket kaer da Voudig an Noz; met dre ma oa-eñ unan eus tri ferc'henn ar C'hastell-Skorn hag ivez ur priñs doujet en Neñv, e veze pedet ingal d'he festoù, hag en dro-mañ ivez e stouas seven he fenn evit e saludiñ. Ne oa ket azezet mat war e gador e-kichen ar Ramz Tourmant ma'z erruas Itron an Erc'h8 , e c'hoar. Kuilh e oa ha gwenn-holl penn-kil-ha-troad, heñvel a-walc'h ouzh ur gwele bras o vale war daou droad tev sanket e kofignonoù blot. Dibaouez e teue ur vrumenn wenn eus he genoù, dreist-holl pa veze o vazailhat; ha bazailhat a rae alies-kenañ gant ar skuizh ma oa, rak en nevezhañv e tremene ar pep gwellañ eus hec'h amzer o kousket. Neuze e stouas dirak Boudig an Noz hag e tibunas he zamm salud. Malzennoù gwenn a strinke stank eus he dilhad. Mouskomz a rae sioulik, met kompren a raed koulskoude ar pezh a lavare:
»Setu amañ Itron an Erc'h!
Tapet siwazh un tamm war-lerc'h!
Mil boan 'm eus bet o tiblouzañ
Pa oan dija o tiskuizhañ
E Pennahel an Hanternoz
A-drek dorioù ma gwele-kloz
Gwaskedet ouzh an Heol hegus
A daole e vannoù tanus.
Kuzhet mat e oan en ur c'horn
E penn pellañ ar C'hastell-Skorn,
'Vit mirout da vezañ devet,
Ha 'vel seizh broc'h em eus kousket.
Dihunet gant ur steredenn,
'M eus resevet ho kouviadenn
Hag e lâran deoc'h trugarez,
Ma c'heniterv, mil drugarez!«
Ur stouadenn a reas adarre, hag adarre e flistras ur goumoulennad malzennoù erc'h eus he dilhad. Boudig an Noz a astennas he dorn dezhi en ur lavaret e vije debret hirie skornennoù toget gant dienn strapet. Ur seurt boued a veze kavet mat-spontus gant Itron an Erc'h hag a skoas leun a levenez war-du he c'hador e-kichen Yann Kergazarc'h.
Ha setu ma'z erruas he breur Lan Riou, trede annezad ar C'hastell-Skorn. Gant e gentroù o stirlinkat ha mil strinkadenn skorn o lugerniñ war e lifre, e kerzhas war-du ar gador-veur. Stlakal a reas e gentroù, ha gant ur salud-soudard e tibunas:
»Boudig an Noz vadelezhus
Setu ho servijer sentus,
Arru gant tizh ur skornredenn
Goude ur veaj hir ha tenn.
An eur evidon zo divoas,
Met ken laouen on ha biskoazh,
Pa'z eo deut an holl d'ho kavout
N'halle ket Lan Riou mankout.
Un dra hepken a c'houlennan:
Ur c'hornig distro ha distan,
Gwaskedet mat diouzh an Heol gouez,
Rak n'hallan ket gouzañv e wrez.
Dour a ruilh eus ma daoulagad,
Teuziñ 'ra ampez ma dilhad,
Ma unwerenn ne chom ket peg,
Pezh a gavan kazus hag hek.
Me a blij din bezañ faro,
Met gant an Heol n'em bez ket tro.
Gleb e vezan penn-kil-ha-troad,
Ha da welien ez a ma gwad.
Nann, n'eo ket aes da anduriñ,
Pep hini a c'hall ma c'hrediñ.«
Goude ma voe bet prometet dezhañ gant Boudig an Noz ur plas distan hag avelet-mat pell diouzh an Heol, e saludas ur wech all en ur stlakal e gentroù hag e pozas ur boked fleurennoù skorn war derezioù ar gador-veur. Neuze ez eas eus an eil plas d'egile, e reas ur stouadenn seven dirak an holl gouvidi ha goude bezañ saludet ivez ar Steredig koant a oa e-kichen kador-veur Boudig an Noz ez eas da azezañ en tu all da Itron an Erc'h.
Bremañ e voe klevet unan bennak o c'hrakal hag o patouilhat er-maez: Priñs an Dour a oa o tegouezhout ruz-diruz. Un hir a veaj en doa graet sur a-walc'h. Liv ar skuizhder a oa warnañ pa'z antreas brall-divrall war e dreid-houad ledan en ur sellet tro-dro dezhañ gant e zaoulagad boullek, evel an tad-you-kozh-karp e strad al lenn. Pa ne veze ket en e zomani, e teue Priñs an Dour da vezañ un tammig berrwel, ha setu ma kave diaes dibab e hent er sal vras. Met goude bezañ dizoloet piv oa aze, e vrañskellas e hir a zivrec'h-glesker evit saludiñ an holl tro-war-dro, e tigoras frank e c'henoù ledan hag e c'hrakas:
»Flop - flop - flop - grak - grak - grak!
Demat d'an holl - flop - grak - grak!
Graet em eus ur veaj skuizhus
Ur veaj hir ha trubuilhus,
Met setu me a-benn ar fin,
Arru war vourzh ma lestr-kregin.
E strad ar mor oa amaret,
E-lec'h ma oan-me o kousket.
Ma morverc'hed oa o tañsal,
O c'haloupat hag o neuial,
En ur lakat ivez klogor
Da sevel war c'horre ar mor;
Gante 'm eus bet ho kouviadenn,
Paket-kaer en ur glogorenn.
Ha gant ar stad a oa ennon,
'M eus gwisket dilhad a-feson,
Ha prenet ur bragoù nevez
'Vit dont d'ho fest kenitervez.
Met ho pediñ 'ran - flek - flek - flek
Roit din ur plasig dourek.
Rak en aer vras hag en avel
N'on ket evit padout gwall bell!«
E pep dorn e talc'he ur spoueenn vras hag a waske a-us d'e benn evit en em c'hlebiañ un tammig. Met soñjet he doa Boudig an Noz e pep tra, hag ur mell kibell arc'hant a oa o c'hortoz Priñs an Dour. War bedenn Boudig an Noz en em silas enni en ur c'hrognal gant ar blijadur. Goude-se e reas Boudig an Noz ur sin d'ur Steredennig koant hag a zeuas gant un douraerez e gwer da skuilhañ dour war ar Priñs tev. Plijout a rae dezhañ! Gwikal ha doc'hal a rae gant ar blijadur evel ur porc'hell bihan.
Neuze e voe klevet mouezh flour un delenn hag ez antreas Mariig Kerglizh, ur plac'hig gwenn he dremm ha du he blev, paket en ur ouel arc'hant lufrus kinklet gant perlezennoù lugernus. En he daouarnigoù e touge un hanaf graet gant ur maen-diamant kleuzet. Gant kement kammed a rae e tassone tonioù an delenn en aer evel takennoù glizh o tiverañ. Gant fiñvoù skañv hag heneuz e taoulinas, e stouas goustad he fennig hag e lavaras gant ur vouezh sklintin:
»Evit fenoz, ma mammig ker
Em eus graet sentus ma dever,
D'ar bleunioù, d'al louzoù itik,
Em eus roet ur bannac'hig
Gant perlez arc'hant 'm eus kinklet
An holl goadeier morgousket;
El liorzhoù, ouzh bleñch ar gwez,
Em eus ispilhet garlantez
Erienet 'm eus gant glizhennoù
Ar brousgwez hag ar bodennoù.
Gant c'hwezh vat 'm eus leuniet an aer,
Frouezh ha delioù 'm eus livet kaer,
Distanet 'm eus ar prajoù glas,
Ha gant ar fru c'hoarïet las
Arc'hantet em eus ar beure,
Flouret pep boud en e hunvre.
Pok din, ma mamm, 'vit ma labour,
Ha taol warnon da selloù flour.«
War-se e lammas etre divrec'h Boudig an Noz hag homañ a roas dezhi ur pok flour ha tener war gern he fenn. Neuze ez azezas Mariig Kergliz war derezioù ar gador-veur hag e souchas he fennig koant war barlenn he mamm.
Betek neuze e oa bet beuzet ar sal en un damsklêrijenn flour ma lugerne enni ar pileroù arc'hant evel bannoù-loar etre ar c'houmoul glas; n'eo nemet pa oa antreet Gwrac'h al Luc'hed, Fañch Kerglav ha Plac'h an Erc'h ma oa deut, evit ur predig, un tammig kemm er sklêrijenn hunvreel-se hag a seblante deverañ diouzh penn Boudig an Noz. Bremañ, a-greiz-holl, e voe treuzet an damsklêrijenn gant ul luc'hedenn aour, ha dre an noz e voe klevet ur sonerezh marzhus er pellder. Sevel a reas Boudig an Noz diwar he c'hador-veur hag e tostaas an Heol, Roue an Deiz ha par dezhi, koulz e-keñver renk hag e-keñver brud. Sevel a reas an holl gouvidi diwar o c'hadorioù rak daoust ma oa en o zouez reoù 'zo ha na oant ket evit gouzañv an Heol, e ranke an holl diskouez dezhañ an doujañs dleet d'ur roue. Neuze e voe klevet ar sonerezh o tregerniñ kreñvoc'h-kreñvañ evel kroz ur gurun o tostaat. Ar c'houmoul en em rannas hag en ur mor a sklêrijenn aour e teuas an Heol er sal gant e vibien hag e verc'hed, Rouz-Beure ha Rouz-Noz, Sterenn-Veure ha Sterenn-Noz9 . Na pegen brav e oa an Heol! Splannañ a rae e zaoulagad gant ur sked galloudus ha kuñv war un dro. Evel ur vodenn entanet e flammine e vlev rodellek en-dro d'e benn hag evel biroù tan e strinke ar skinoù sklêrijenn eus e gurunenn. E verc'hed koant a oa krog pep hini en un dorn dezhañ tra ma touge e vibien lostenn hir e vantell aour. Evel-se e oa an Heol tal-ouzh-tal gant Boudig an Noz ha leuniet e oa ar sal gant e sklêrijenn. Goustadik e tiskennas Boudig an Noz gant derezioù he c'hador-veur en arbenn d'an Heol. War he blev du e skede skleur gwan he c'hurunenn-loar.
»Bez deut mat din, ma breur, Roue an Deiz!«
Stouiñ a reas an Heol e benn dirak meurdez an Noz hag en ur sevel anezhañ adarre, e lavaras:
»Ma saludoù karantezus,
Dit-te Noz sioul, c'hoar genedus!
A-viskoazh hon div rouantelezh
Zo bet disrannet krenn ha glez;
War al labour on-me rener,
Ha te mestrez war ar sioulder.
En-dro d'ar re zrouk, d'ar re vat,
Korollomp en ur chadennad,
Ha bennigomp an holl voudoù
'Vel kemend-all a vurzhudoù
Laket er bed dre garantez
E sked marzhus al levenez.«
Hag int d'en em vriata an eil egile. Pa vriatas Boudig an Noz an Heol e voe mouget an danijenn a save dioutañ gant ur vrumenn c'hlas hag an deñvalijenn a gouezhas war ar sal; ha pa lakas an Heol e vrec'h en-dro da zivskoaz Boudig an Noz, e skedas bep tra tro-war-dro, beuzet en ur mor a sklêrijenn. Goude ar saludoù-se ez eas Boudig an Noz hag an Heol pep hini d'e blas, hag ar gouvidi all a azezas adarre. Fentus-tre e oa gwelet Lan Riou peg ouzh lostenn Plac'h ar C'houmoul hag Itron an Erc'h o luchañ dreist disglavier Fañch Kerglav.
Ha setu ma'z erruas a-greiz-holl un tamm den eveek, dizampart e gerzhed: Olier Keranhentgwenn an hini oa. Diouzh e welet e oa droug bras ennañ ha n'en doa ket gwisket dilhad-gouel evel ma vije bet dleet dezhañ. E gasketenn a oa a-dreuz war e benn, loudour e oa e heuzoù-lêr hag e vourroù a oa digrib. Dougen a rae ur mell boutailhad laezh dindan e gazel, ha war e lerc'h, dalc'het war-bouez ul lêrenn, e piltrote an Arzhez Vihan hag en dije ranket lezel er-maez gant al lous ma oa he favioù. Karget e oa an Arzhez Vihan da vaesa al leueoù-loar ha kregiñ a rae gant he dent en o garoù pa glaskent mont da laerezh en ur prad all. Bremañ avat e oa minwalet. Liv ar souezh a zeuas war dremm Boudig an Noz pa welas Olier Keranhentgwenn ha c'hoant he doe da lavaret dezhañ ne zlefe ket en em ziskouez gant seurt dilhad; met eñ ne lezas ket ganti amzer da rannañ grik, ha fuloret evel ma oa e huchas gant ur safar spontus:
»Boudig an noz, me 'salud dit!
Deut on amañ da glemm ouzhit!
Gant re a dizh da gouviaded
War an Hent-Gwenn zo deredet,
Difoeltret o deus ar pavez,
Ar gwez, ar vein-bonn, an douflez!
Biskoazh em buhez 'm eus gwelet
Tud ken divezh ha dirollet!«
Evel-just e reas ar gouvidi evel pa ne oufent netra, dreist-holl ar Ramz Tourmant ha Paol Kergurun; hejañ-dihejañ a raent o fennoù gouez en ur ober van da vezañ dinoaz evel aonedigoù bihan gwenn. Met Olier Keranhentgwen a grias:
»Ya 'vat, ya vat!
Da glemm em eus abegoù mat!
Ar ramz Tourmant a zo arru
War an Hent-Gwenn gant un tizh ru'
Hag en ur c'hwezhadenn hepken
En deus skubet teir dervenn-wenn!
Plac'h ar C'houmoul zo ur gwallbezh,
Rak diverket he deus hep mezh,
Diouzh ar vein-bonn gant stlej he sae,
An arouezioù livet warne!
Pa zeu ur steredenn bremañ,
N'hall ket gouzout pelec'h emañ!
Mont a ra a-benn er c'hleuzioù,
Strebotiñ 'ra ouzh ar garzhoù,
Hag en diwezh e chom sac'het
En ur c'hastell-loar diskaret!
Da Fañch Kerglav 'm eus da rebech
Ober poulladoù dour bep gwech
Ma tremen amañ war ma hent,
Na pebezh moc'haj evelkent!«
Neuze e klemmas Fañch Kerglav d'e dro:
»An Arzhez Vihan 'deus ma dantet,
Flik - Flak - ha ma bragoù 'deus diroget!«
Komz a rae gant ur vouezh klemmichus en ur ziskouez ur mell toull en e vragoù nevez, ur bragoù kemener10 en doa laket ober a-ratozh evit dont hirie d'ar fest. Ha war ar marc'had e reas Olier Keranhentgwenn goap outañ. Met pa zirollas ivez Yann Kergurun da c'hoarzhin dre ma kave fentus-kenañ an toull e bragoù Fañch Kerglav e lammas Olier Keranhentgwenn evel pa vije bet flemmet gant ur wespedenn hag e tichadennas e fulor:
»Nann, ne c'hall ket Paol Kergurun
Ober amañ goap ouzh nikun!
Rak eñ gant e zoareoù fall!
N'en deus ket lec'h da fougeal.
Trouz an ifern ha todilhon
A ra 'vel un den direzon,
Ken ma lak ar givri neñvel
Da grenañ 'vel deil en avel.
Se ne c'hoarvez ket dre zegouezh,
Rak ar paotr-se hag e vaouez,
A oar leuskel tan ha moged
Ha skignañ c'hwezh fall dre ar bed.
Na pebezh reuz amañ, tud vat,
Se zo ur c'houblad dereat!«
Dialanet e oa gant an droug a oa ennañ ha ruz-tan e oa e zremm. Evel-just e klaskas ar gouvidi enebiñ ouzh seurt komzoù, met ne lezas hini ebet da rannañ grik hag e kendalc'has:
»Itron Boudig, hen touiñ 'ran
Gwir eo ar pezh a lavaran
Friket en deus Yann Kergazarc'h
Ma fiz-bihan ha ma fav-marc'h.
Ha Priñs an Dour en ur dremen
Eus pep touflez 'ra ul lagenn.
Tri frad e gwasked ur chaoser
En deus beuzet e berr amzer.
Lan Riou a rafe gwelloc'h
Bezañ un tammig uveloc'h,
Stlakal nebeutoc'h e gentroù
Hag echuiñ gant e ardoù
Rak loariet en deus evel-se
E peurvan an Neñv tri leue!
Itron an Erc'h a stank ma hent,
Evit c'hoarzhin hag ober fent
Boudig an Noz, pebezh buhe'!
Ha gwerzh-butun n'em bez morse!«
Ne c'hallas ket derc'hel da grozal rak raouliet e oa e vouezh ha rankout a reas gwaskenniñ, taget ma oa gant ar gounnar. Boudig an Noz, avat, a wiskas un dremm fuloret rak ar gwir a oa gant Olier Keranhentgwenn. Pa vezer pedet d'ur fest n'eo ket seven ober seurt sotonioù war an hent a gas da gastell an ostiz. Pa welas ar gouvidi rust pegen dic'hoarzh e oa deut Boudig an Noz da vezañ, ez ejont buan da c'houlenn digarez digant Olier Keranhentgwenn hag asuriñ a rejont dezhañ e vije digollet, evel ma felle da Voudig an Noz, eus an drast a oa bet graet. Gant-se e voe dinec'het Olier Keranhentgwenn hag ar gwerzh-butun druz bet roet dezhañ gant Lan Riou hen lakas adarre war e du mat; neuze, stad ennañ ha laouen, e piltrotat kuit gant an Arzhez Vihan. Abegoù mat en doa bet Olier Keranhentgwenn da vezañ fuloret. Er-maez, war an Hent-Gwenn, en doa an den mat kalz a labour d'ober. Bras e oa an dizurzh hadet gant Nerzhioù an Natur; pennbouzellennet e oa bet pep tra gante, hag eñ, Olier Keranhentgwenn a oa karget gant Boudig an Noz da lakat an urzh da ren. Warnañ e kouezhe ar bec'h pa ne luc'he ket pep tra war an Hent-Gwenn, pa ne oa ket bet puret mat gant skubadennoù an Avel-Walarn11 , pa ne lufre ket ar vein-bonn evel ma oa dleet, pa'z ae ar givri neñvel hag al leueoù-loar da laerezh melchon, pe pa'z aent da biñsat an deñvedigoù ken ma chome goude-se tarchoù teñval en o c'hreoñ arc'hant. Ya, ya, pounner oa ar bec'h war choug Olier Keranhentgwenn!
7. Ar vugale e Kastell Boudig an Noz
Holl gouvidi Boudig an Noz a oa erruet bremañ, ne oa nemet an Aotrou Kerabornig hag a vanke c'hoazh er gompagnunezh vras-se. O vezañ ma oa kustum da vezañ rik gant an eur, e oa souezhet-bras Boudig an Noz ha e soñj e oa da gas ur steredennig da deurel ur sell dre ar prenestr bras toullet er c'houmoul a vevenne an Hent-Gwenn, da welet hag-eñ ne oa ket tranell an aotrou Kerabornig o tont. Met a-daol-trumm e teredas adarre Olier Keranhantgwenn er sal en ur c'hoarzhin ken spontus ma c'halle a-vec'h tennañ e alan; krommet-holl e oa e gorf ha brañsellat a rae diwar an eil troad d'egile. Goulenn a reas Boudig an Noz petra oa c'hoarvezet adarre, ha fellout a reas ivez d'ar re all gouzout an doare. Met a-vec'h ma c'halle Olier Keranhentgwenn rannañ ur ger gant c'hoarzhin a rae; ne voe komprenet nemet ar bomm-mañ:
»Boudig an Noz, Kerabornig zo sodet!
Gant un taol-loar, 'm eus aon, eo bet skoet!«
Tra ma komze evel-se e talc'he e vrec'h astennet evit diskouez an nor a-drek dezhañ, ha just a-walc'h ez antreas an Aotrou Kerabornig, ambrouget gant ur strolladig bihan eus ar re souezhusañ: »Daou vugel en o dilhad-noz hag ur c'hwil-derv!«
E-pad ur par berr e chomas an holl mut gant ar sebez, met neuze e tarzhas un dourni spontus. Ar Ramz Tourmant a c'hoarzhe ken na ouele, Paol Kergurun a dabouline war e gof ha war-bouez nebeut e vije bet mouget gant un taolig-kurun, Priñs an Dour a c'hrake evel ur glesker mezv, Fañch Kerglav a winke gant al levenez evel un dornorglez direizhet, Gwrac'h al Luc'hed a yude hag a laoske flaer diwarni, Lizig Keravel a c'hwibane hag a fraoñve, Fañch Riou a vegelie gant ar blijadur evel ur bouc'h kozh - e berr gomzoù, un trouz-ifern a save a bep tu. E-keit-se e chome an Aotrou Kerabornig habask ha sioul, an daou vugel dorn-ouzh-dorn gantañ hag ar c'hwil-derv a-drek dezhañ, krog e lost e vantell-noz; un neuz speredek a bare war e zremm hag e soñje: »Dizale e tavo an trouz!«
Hag an trouz a davas ivez. Sevel a reas Boudig an Noz en ur astenn he dorn hag ar sioulder a renas er sal. Goulenn a reas petra oa se: daou vugel en o dilhad-noz hag ur c'hwil-derv amañ en he c'hastell, e fest Nerzhioù an Natur?
Neuze e tostaas an Aotrou Kerabornig outi, e reas ur stouadenn hag e tisplegas fraezh hag eeun piv oa ar c'hwil-derv-se ha petra a glaske ar vugale amañ.
Brasoc'h c'hoazh e voe ar souezh, evel-just, met bremañ ne c'hoarzhe hini ebet ken. Boemet e oa an holl gant nerzh-kalon ar vugale, dreist-holl Lan Riou hag a zeuas ken tost evit sellet pizh ouzh Pêrig ma voe darbet d'e vourroù bezañ teuzet gant an Heol. Sellet a reas Boudig an Noz ouzh ar c'hwil-derv.
»Evel-se eta ez peus kavet daou vugel fur, ken kalonek ha ken karantezus e-keñver al loenedigoù ma'z int prest da dalañ ouzh kemend-all a riskloù evidout-te, c'hwilig-derv?« a c'houlennas. »En ho kourc'hemenn, en ho kourc'hemenn, Itron Boudig an Noz!« a valbouzas Fraoñverig en ur grenañ gant ar from; neuze e reas chiboudig c'hwec'h gwech da vihanañ a-drek kein an Aotrou Kerabornig. »Boulc'hurun, pebezh chañs en deus hemañ!« a c'hrozmolas Paol Kergurun. »Dreist!« a vannouzas Lan Riou, hag ali gante e voe an holl re all. Boudig an Noz avat a ziskennas diwar he c'hador-veur, a stardas ar vugale etre he divrec'h hag a bokas dezhe war o zal. »Ha n'ho peus tamm aon ebet, c'hwi bugaligoù?« a c'houlennas. Anna-Liza ne lavaras netra; kregiñ a reas e dorn Pêrig hag e tispourbellas he daoulagad. Met Pêrig a hejas e benn gant nerzh en ur dennañ e gleze-koad. »Evit aon n'o deus ket!« eme an Aotrou Kerabornig gant ur mousc'hoarzh; meur a wech en doa bet tro d'hen gwelet. Ha gwir e oa e gomzoù rak Pêrig, evel ur soudard bihan, a oa sonn en e sav gant e gleze dirak ar gompagnunezh ouez a leunie ar sal. Kement-se, evel-just, a reas kalz a blijadur da Lan Riou hag ivez da Rouz-Beure ha da Rouz-Noz, mibien an Heol, hag a wigne an eil d'egile. Evit gwir, ar paotrig-se a blije meurbet dezhe. »Mat!« eme Boudig an Noz en ur flourañ penn Pêrig; ha bremañ e rankent bezañ harpet gant Nerzhioù an Natur en o c'hejadenn gant Paotr al Loar rak risklus-kenañ e oa an abadenn.
Boudig an Noz a c'houlennas eta ouzh ar Ramz Tourmant, ouzh Paol Kergurun hag ouzh Priñs an Dour ha prest e vijent da reiñ skoazell d'ar vugale. Prest e oant evel-just ha Paol Kergurun, dudiet-bras gant kement-se holl a zeuas tost-tre ouzh Pêrig hag Anna-Liza evit gwiriañ ha dispont e oant da vat; neuze e krozas:
»Tanfoeltr, paotrig, krediñ rafes esaeañ?
Ouzh ur mell taol-kurun out gouest da dalañ?
»Aotrou Kergurun, n'em eus ket aon!« eme Pêrig dispont en ur stardañ Anna-Liza etre e zivrec'h. Boum!... trumm e tarzhas un taol-kurun spouronus hag a lakas pileroù ha bolz ar sal da dregerniñ. Met Pêrig, bepred kalonek, a chomas sonn en e sav dirak ar ramz gouez e vlev ruz, hag a lavaras dezhañ: »Se ne oa netra, Aotrou Kergurun! Laoskit hardizh un taol all!«
Anna-Liza a oa chomet ken difrom-all. Derc'hel a rae un aval ruz dindan fri tev Paol Kergurun evit e sioulaat. Aes eo kompren pegen laouen e oa-eñ. Flumañ a reas an aval gant ur mousc'hoarzh e korn e vuzelloù, disklêriañ a reas e teuje Pêrig da vezañ un deiz jeneral kanolier hag e touas reiñ dezhañ skoazell a-enep Paotr al Loar. Memes tra a reas ar Ramz Tourmant goude bezañ dichadennet ur gorventenn spontus hag a veuzas ar sal en deñvalijenn, met hep dibradañ ar vugale en aer ha zoken hep ober aon dezhe. Priñs an Dour a brometas ivez e skoazell rak klevet en doa, digant boudigoù an doureier, n'o doa ket ar vugale aon rak an dour hag implijout a raent hep diegi spoueenn, kibell, soavon ha broust-dent. Pa lavaras Pêrig dezhañ zoken e ouie dija neuial evel ur ranig, en em santas ar Priñs tev laouen-holl hag en ur c'hrakal e splujas adarre en e gibell. Deut da vat e oa an arnodenn; nemet ar c'hwil-derv a oa bet skubet gant an taol-kurun kentañ ha chomet e oa goude-se astennet a-c'hwen e gein. Se avat ne rae netra, rak evit ma'z aje ar veaj da bennvat, ne gonte nemet nerzh-kalon ar vugale. Bremañ e oant o reiñ dorn da Fraoñverig hag a glaske, en ur grenañ, sevel adarre war e dreid. Kement-se a blijas kalz da Voudig an Noz ha muioc'h c'hoazh d'an Heol.
Ret e oa bremañ derc'hel gant ar veaj hep koll amzer, rak hir e oa an hent betek Menez al Loar ha rankout a rae Pêrig hag Anna-Liza bezañ adarre en o gwele war an Douar a-raok tarzh-an-deiz; anez da se n'o dije ket kavet hent an distro. Ne oa nemet un dra d'ober: ret e oa dezhe marc'hekaat betek al Loar war gein an Arzhez Vras hag a ouie redek buan-buan. Rak-se e roas Boudig an Noz urzh da Olier Keranhentgwenn da gerc'hat diouzhtu an Arzhez Vras. Ur barrad aon a grogas ennañ hag e lavaras ne oa ket posupl hirie, rak drouk e oa an Arzhez, liv gwer a oa gant he daoulagad, hag eñ Olier Keranhentgwenn, oa bet darbet dezhañ bezañ dantet ganti pa oa o reiñ he boued dezhi. N'en doa d'ober nemet kerc'hat an Arzhez eus he c'hraou, a eilgerias Boudig an Noz, neuze e vije kavet an tu d'he damesaat. Ha setu ma piltrotas Olier Keranhentgwenn betek kraou an Arzhez evit distagañ an euzhadenn hag he degas amañ; ret e oa dezhañ sentiñ. Boudig an Noz a fizias en Aotrou Kerabornig ar garg da vleniañ ar vugale. Dleout a rae, da gentañ, kas an Arzhez d'ar Prad Nedeleg war al Loar. Neuze e vije kendalc'het gant ar veaj dreist torgennoù al Loar, dre stankennoù ha pradoù, hag e-biou d'an Neizh Pask betek ar c'hanol arc'hant ramzel a zo e-harz uhelañ menez al Loar. Er c'hanol-se e rankje ar vugale hag ar c'hwil-derv bezañ karget evit bezañ bannet war ar menez evel boledoù, rak ne oa tu all ebet da vont warnañ. Hag e-krec'h, war ar menez, e vije kaset da benn ar c'hrogad gant Paotr al Loar. Betek ar poent-se e rankje an Aotrou Kerabornig reiñ skoazell dezhe; asantiñ a reas laouen ober pep tra evel ma oa dleet rak tomm-spontus e oa deut da vezañ ouzh an daou vugelig hag a gave ken fur ha ken kalonek.
Neuze e teuas, dre ar c'houmoul, an Arzhez Vras renet war-bouez ur chadenn gant Olier Keranhentgwenn. He blev gwenn-erc'h a oa stank ha toupennek. Brasoc'h e oa eget ar brasañ olifant hag he c'hrognadennoù a zassone hogozik ken kreñv ha krozadennoù Paol Kergurun. Bremañ e oa e-kreiz ar sal, o c'hrognal hag o teurel selloù drouk gant he daoulagad gwer-glas lugernus. Liv an enkrez a bare war dremm Olier Keranhentgwenn rak gouzout mat a rae pegen nerzhus e oa an Arzhez ha pegen lemm e oa he dent. Ret e oa he sioulaat da gentañ rak a-hend-all ne vije ket posupl pignat war he c'hein. Ur mennozh mat a zeuas d'an Aotrou Kerabornig: Ar vugale n'o doa ken 'met reiñ dezhi avaloù da zebriñ! Ur beg lipous e oa an Arzhez, hervez m'en doa klevet an Aotrou Kerabornig digant ar Steredennoù hag a roe dezhi a-wechoù mel da lipat p'o deveze c'hoant da fuilhañ he blev. Pêrig a gerzhas diouzhtu war-du an Arzhez gant un aval en e zorn. An holl a oa o tisloagal outañ. Ha dedennus-tre e teuas an arvest da vezañ pa zigoras an euzhadenn ramzel he geol dirak Pêrig bihan en ur sellet outañ gant he daoulagad drouk. Floup! evel ur boled bannet-mat e nijas an aval e-barzh he gourlañchenn ruz digor-frank. Stlak! setu serret ar geol; na pegen fentus e oa gwelet an daoulagad o cheñch liv hag o treiñ da wer ha da ruz a bep eil, evel pa ne ouie ket an Arzhez ha drouk pe jentil e tlee bezañ. »Sellit 'ta, damesaet eo tost da vat!« a huchas laouen an Aotrou Kerabornig. »Tenn buan un aval all, neuze e vo doñv evel ur c'hazhig!«
Sevel a reas Anna-Liza war begoù he zreid gant un aval en he dornig. Met bihan-tre e oa c'hoazh ha ne dape ket, pell ac'hane, betek ar geol bras a zigoras a-stlap a-us dezhi pa savas c'hwezh an aval. Neuze e tibradas an Aotrou Kerabornig ar plac'hig kalonek evit ma c'hallje bizañ evel ma oa dleet, hag - Agn! setu lonket an aval gant an Arzhez. Kerkent e teuas he daoulagad da vezañ ruz ha madelezhus, ha laouen evel ur c'hi bihan, e lipas he mourroù. Pebezh levenez!
»Troioù ouesk a oar ober ivez«, eme Olier Keranhentgwenn. Evel-just e rankas an Arzhez reiñ he fav da Bêrig ha zoken ober chiboud dirak Anna-Liza. Ooooo, pebezh arvest!
He fenn a dizhas bolz ar sal p'en em lakas, sioul hag hegarat, en he sav-sonn dirak Anna-Liza hag a seblante, en he hiviz-noz, ur c'hwenenn wenn vihan-vihan a-dal dezhi. Lan Riou a yeas e birvilh dirak nerzh-kalon ar plac'hig. Mont a reas daveti hag e roas ur pok-dorn dezhi evel d'un itron vras. Un tammig nec'het e oa Anna-Liza evel-just. Ha bremañ ne oa ket amzer da goll. Olier Keranhentgwenn a zegasas ur skeul evit pignat war gein an Arzhez tra ma kimiade ar vugale diouzh Boudig an Noz hag he c'houvidi. Kalz pokoù a voe roet dezhe gant an holl. Pêrig a soñjas: »Pok Mariig Kerglizh oa an hini c'hwekañ - brav-dispar! hag an hini fallañ oa pok Gwrac'h al Luc'hed: c'hwezh ar suilh a oa gantañ!«
Kavout a rae da Anna-Liza e oa pok Rouz-Beure an hini bravañ, met hini Paol Kerglav ne oa oa ket kaer - blaz an eoul oa gantañ! Dre guzh e torchas he dremmig, met dre guzh hepken, rak plijus e oa gwelet pegen hegarat e oa an holl voudoù gouez-se en o c'heñver. Arabat neuze ober dismegañs dezhe. E-keit-se en doa harpet Olier Keranhentgwenn ar skeul ouzh an Arzhez Vras, hag int o-fevar da bignat war gein al loen ramzel. An Aotrou Kerabornig a oa en diaraog hag a vlenie an Arzhez dre he divskouarn; a-drek dezhañ e oa azezet Pêrig hag Anna-Lisa, an eil a-drek egile, ha war talier an Arzhez, ar c'hwil-derv, taget adarre gant ur barrad aon, hag a glaske en em ruzañ ken tost ha ma c'halle ouzh Anna-Liza. Pa voent azezet e surentez e kreoñ blot an Arzhez, e hejas Boudig an Noz hag he holl gouvidi o divrec'h evit kimiadiñ dioute, ha dao en hent!
»Yao! Nanarzhez!«12 a hopas an Aotrou Kerabornig. Neuze e laoskas An Arzhez ramzel un dic'hwezhadenn, hag unan all c'hoazh, e sailhas er-maez dreist ar meneziadoù koumoul a zouge ar c'hastell, hag e freuzas an aer gant kement a dizh hag a herr ma kollas ar varc'hegerien tost da vat ar c'hleved hag ar gweled.
8. Ar varc'hekadenn war an Arzhez Vras
Ya, ur varc'hekadenn dispar e oa! Ken bras e oa an tizh ma voe leuniet an aer en-dro d'ar pevar marc'heger gant sourradennoù ha c'hwibanadennoù hag a roe da grediñ e oa ur gorventenn o tostaat. Eus geol an Arzhez e strinke fulennoù hag a luc'he war he lerc'h evel ur stlejad sklêrijenn lufrus dre an egor du-pod. Peg-ha-peg e oant o-fevar, stouet izel war kreoñ gwenn an Arzhez; ne oant ket gouest da zistagañ an disterañ komz. Boned lost-hir an Aotrou Kerabornig a wagenne en aer evel ur banniel bihan ha rankout a rae Anna-Liza derc'hel start-start he fompinell, rak a-hend-all e vije bet skubet kuit diganti. Evel-se ez ejont war-raok e-pad ur pennad. Neuze, avat, e teuas un dra bennak en arbenn dezhe dre an noz. Ur pikol pouloudenn lugernus o tostaat buanoc'h-buanañ! Heñvel e oa ouzh ur penn gant ur barv gwenn, meur a lev hirder dezhañ, hejet-dihejet gant an avel. Ur steredenn-lostek e oa, bet o nijal en-dro d'al Loar, hag a geje bremañ gante dre zegouezh.
Ur chañs e oa dezhe bezañ war gein an Arzhez Vras, anez-se e vije bet risklus-meurbet ober ur seurt kejadenn. Rak pa voe ar steredenn-lostek tost a-walc'h oute, e taoljont pled e oa o tont ouzh-eeun warne. Met a-daol-trumm e laoskas an Arzhez ur yudadenn c'hourdrouzus hag e tislonkas ur froudad eliennoù en ur ziskouez he dent spouronus. Buan e reas ar steredenn-lostek ul lamm a-gostez hag e tremenas a-dizh e-biou dezhe; a-hend-all e vijent bet pennbouzellennet ganti. Ankenius e oa da welet. He fenn oa evel un tamm houarn ruziet en tan gant blev o nijellat en-dro dezhañ evel flammoù glas-gwer. Daoulagad talarek, melen-soufr a oa en he fenn; n'he doa na divrec'h na divhar, nemet ur barv hir-hir, ma strinke dioutañ fulennoù tan. Evel un tenn e tremenas amañ, goude na oa mui na hent na gwenodenn en noz don, hag ar vugale a gomprenas pegen fur e oa bet Boudig an Noz o reiñ dezhañ ul loen ken ramzel hag a rae aon zoken d'ur steredenn-lostek. Dañjerus-kenañ e seblante bezañ an Arzhez Vras pa ziskoueze he dent hag a lugerne evel div regennad sabrennoù noazh a-dreuz d'ar goumoulennad eliennoù ruz a strinke eus he geol. Hop! echu oa an abadenn ha bremañ e talc'hjont da varc'hekaat war-gaout al Loar hag a c'hallent gwelet dija nepell dioute. Brasoc'h-brasañ e teue da vezañ; leuniañ a rae an hanter eus an Oabl ha merzout a rejont e oa heñvel-mik ouzh an Douar hag a oa bremañ pell-pell e deun an egor, evel ur vilienn vihan ront.
Neuze, en ul lamm krenn, e touaras an Arzhez war al Loar.
Roc'helloù sklaer-espar o liv a yae d'ober kement tra a oa tro-war-dro. Bez' e oa menezioù, traoniennoù ha kompezennoù bras e-lec'h ma kreske plantennoù iskis. Ar menezioù a oa gwenn-arc'hant hag ar c'hompezennoù melen-aour. Frou... - heuliañ a raent bremañ un draonienn hir met n'o doa ket bet amzer c'hoazh da dennañ o alan ma huchas an Aotrou Kerabornig: »A-sav, Nanarzhez!«, hag ehanañ a rejont dirak ur porrastell bras. »Diskennit!« eme an Aotrou Kerabornig hag e tiskennjont diwar o loen-red feal. Chom a reas an Arzhez dirak ar porrastell, un tammig a-gostez, hag aze e c'hweshatas ar bokedoù-stered hag a seblante bezañ e porselen glas. Met an Aotrou Kerabornig a dostaas gant ar vugale ouzh ar porrastell ma oa skrivet a-us dezhañ gant lizherennoù e mein prizius liv gwer: »Antre ar Prad Nedeleg!«
War an tu dehou e weljont un nozelenn vihan o lintrañ er roc'hell; en he c'hichen e oa skrivet: »Sonerez an Tad Nedeleg!«
Bremañ e oa deut ar c'houlz hirc'hortozet!
An Aotrou Kerabornig a zijogas e vantell-noz, a roas un neuz lidus d'e zremm, a savas evezhiek e viz-yod hag a bouezas war an nozelenn. Eus an diabarzh e teuas ur stirlink heson, graet sur a-walc'h gant kleierigoù aour o tintal, hag ar porrastell a zigoras sioulik. Ur sklêrijenn flour, skignet gant milionoù a c'houlaouennoù diwelus, a zeuas en arbenn dezhe ha dorn-ouzh-dorn gant an Aotrou Kerabornig e tremenas ar vugale treuzoù ar Prad-Nedeleg.
9. Ar Prad Nedeleg
Biskoazh bugale ne oant bet amañ c'hoazh; un eurvad divent e oa evit an daou veajour bihan bezañ aotreet, gant Boudig an Noz, da welet kement-se holl. Aotreet e voe ivez ar c'hwil-derv da vont gante, rak ma vije chomet e-unan-penn gant an Arzhez Vras e vije bet en arvar da vezañ flastret dindan he zreid, pe zoken da vezañ lonket ganti. Fraoñverig a oa eta o piltrotat uvel ha dilorc'h a-drek an tri all pa gemerjont penn un hent bihan goloet a c'hrouan-aour etre div regennad gwez-sapr bihan glas. Leuniet e oa an aer gant c'hwezh frondus ar c'houignoù. Holl gouignoù ar bed a seblante bezañ amañ - frond ar bara-mell, dreist-holl, a blave en-dro dezhe. Un avelig klouar hag a sarac'he e skourroù ar gwez-sapr, a zegase dezhe ar c'hwezh dudius-se. C'hoant da zebriñ kouignoù a zeuas zoken d'an Aotrou Kerabornig; torchañ a reas e c'henoù gant kalz a dro en ur ober van da streviañ evit saveteiñ e enor. An hent ma kerzhent warnañ dre ar c'hoadig sapr a oa pavezet gant kachennoù chokolad. Ur c'hwezh vat a save ivez dioute. Buan e tistagas Anna-Liza ur gachenn ha Pêrig a reas evelti. Evit gwir, kachennoù chokolad a oa anezhe - ha pebezh kachennoù! - Manam!
Er-maez eus ar c'hoadig e oant bremañ. E-pad ur par berr e chomjont a-sav, seizet gant ar sebez dirak kement tra a welent. Biken hunvre n'en dije gallet lakat traoù ken kaer da ziwanañ! Ur gweledva ec'hon-meurbet a oa astennet dirake: liorzhoù ha parkoù, koadoù ha pradoù, tosennoù ha traoniennoù, stêrioù ha lennoù dindan un oabl alaouret. Ur gweledva-c'hoariell e oa, heñvel a-walc'h ouzh ur gweledva gwirion, met disheñvel ivez war un dro - kalz, kalz boemusoc'h. Amañ ne greske ket avaloù-douar ha fav, pe geot ha melchon evel er parkoù hag er pradoù ordinal, amañ e kreske c'hoarielloù. An holl c'hoarielloù a c'haller ijinañ, eus ar soudarded-plom betek ar pompinelloù hag ar furlukined, eus ar c'hanetennoù betek ar polotennoù a greske amañ. Dre-holl, er parkoù hag er pradoù liesliv, el liorzhoù glas ha koant, ouzh ar bodoù hag ouzh ar gwez, e tiwane, e vleunie hag e tareve ar c'hoarielloù.
Aze e oa ur bradenn, 'lec'h ma kreske levrioù-skeudennoù evel legumajoù. Liesliv ha laouen e oa an daolenn; darn eus al levrioù ne oant ket dispaket c'hoazh hag a zareve evel broñsoù en o c'hlorennoù, lagadennoù bihan a bep seurt livioù; darn all, digor dija, a vrañsigelle en aer ha troet e veze o fajennoù gant an avel. E-kichen e oa palejadoù trompilhoù ha taboulinoù o tiflukañ eus an douar evel sitrouilhez ha kokombrez. Un tamm bihan pelloc'h e oa letonennoù bras strewet a soudarded-plom, darn anezhe a oa diwanet mat dija, darn all a oa c'hoazh en douar betek o gouzoug, hag a-wechoù zoken ne veze gwelet nemet beg o zokarnoù o tont er-maez evel asperjez bihan. Bez e oa ivez ur park ma kreske ennañ an Nanarzhed. Gronnet e oa gant ur gael vihan liv gwer rak lod eus al loenedigoù fentus-se, azv-mat ha distrobet dija diouzh o gwrizioù, a oa o fringal tro-war-dro en ur wikal laouen. En tu all e oa ivez liorzhoù gant bodoù bras ha bihan ma kreske warne madigoù a bep seurt ment hag a bep seurt liv. Poulladoù limonadez ruz ha melen a lufre e-kreiz tachadennoù raoskl ma kreske, ouzh garennoù hir, bisigoù arc'hantet - anezhe aerlistri zepelin. Nijerezed bihan koant a blave amañ hag ahont en ur voudal evel nadozioù-aer. Brav-dispar e oa ar saprennoù bras karget a avaloù hag a graoñ alaouret, ha brav ivez ar gwez-bara-mel. An darn vuiañ anezhe a oa bodet war blasennoù bihan ront, meinet gant alamandez krazet. Dre-holl e veze klevet geizadegoù flour o sevel eus ar gwezigoù hag ar bodoù. Ar muzik heson-se a veze graet gant an evnedigoù-c'hoariell hag a lammedike etre brankoù ar gwez-bara-mel hag ar madigoù e broñs. Eno e oa o neizhioù bihan ma tozvent enne madigoù-bent forzh pegement. Kalz anezhe a oa ivez o c'horiñ evit ma vije muioc'h c'hoazh a evnedigoù da vare Nedeleg. Plijout a reont kalz d'ar vugale war an Douar; dreist-holl pa vezont leun a vadigoù, evel ma oar an holl. Met ar pep kaerañ amañ oa hep mar al liorzh-pompinelloù: ur c'hoad a-bezh, leun a vodennoù hag a wezigoù liesliv war ur c'hlazenn voulouz glas kelc'hiet gant ur gael aour. Azezet war ar bodoù hag ar gwezigoù e oa miliadoù ha miliadoù a bompinelloù hag a boupigoù. Evel bleunioù bihan e tiwanent war ar brankoù; da gentañ ne oant nemet broñsoù voulouz pe seiz, neuze bleunioù gant dremmoù bihan, hag a-benn ar fin poupigoù pe pompinelloù gant blev, botoù ha rubanoù a bep seurt ment hag a bep seurt liv. Diwar-bouez garennoù-arc'hant mistr ha gwevn e tivilhent diouzh ar brankoù, darev da vezañ kutuilhet. Bez' e oa ivez, el liorzh-pompinelloù, ul lenn vihan holl-c'holoet a loaioù-dour kaer-dispar. Pa vezent o vleuniañ hag o tispakañ o delioù flour, gwenn pe velen, e veze klevet un darzhadennig vihan ha gwelet e veze neuze ur poupig ruz-roz e-kreiz ar vleunienn digor. Fentus-tre e oa!
Ya, ha neuze e oa c'hoazh ur c'hoadig iskis, souchet en un draonienn don a-walc'h, un tammig a-gostez, a-drek ur vagerezh perc'hell e toaz-alamandez. Noazh ha dibouc'h e oa ar c'hoadig, hep an disterañ delienn; ne oa ennañ nemet gwez bihan gant gwialennoù. An avel a c'hwibane dibaouez hag a lake ar gwialennoù da blegañ. Evn ebet ne richane, nijerez ebet ne fraoñve; ar c'hoad-se ne oa ket gwall blijus. E gwirionez, ne oa ket ezhomm da deurel evezh outañ gant ar c'huzh ma oa. Met er Prad Nedeleg e oa evelato - Koad ar Gwialennoù a veze graet anezhañ. Aes eo ijinañ penaos en em sante ar vugale hag a zizoloe kemend-all a draoù burzhudus e-pad ma kerzhent dorn-ouzh-dorn gant an Aotrou Kerabornig war hentoù strewet a alamandez krazet pe pavezet gant chokolad, dreist pontoù e sukr hag a-hed straedoù goloet a doaz-alamandez, evit tizhout un dosenn sklêrijennet-flour e kreizig-kreiz an daolenn. Aze e keje an holl hentoù ha straedoù war ur blasenn gronnet gant saprennoù bihan. War ar blasenn-se - ya, se oa ar pep bravañ! e oa kavell aour ar Mabig Jezuz. 'Tal kichen ar c'havell, azezet war ur gaer a gador vourret glas-oabl e oa an Tad Nedeleg gant e varv gwenn-erc'h, paket en e vantell feuret ha gant ur boned bechennek gris-arc'hant war e benn. Ur c'horn-butun kaer, gant ur c'harenn hir, outi toupennoù liesliv, a oa en e c'henoù; gwech an amzer e taole koumoulennadoù moged dre an aer. Ha goustadik e luskelle ivez ar c'havell aour ma plave a-us dezhañ ur rod-heol skedus. Lidus ha brav-dispar e oa an arvest.
Ha setu ma welas an Tad Nedeleg ar weladennerien vihan oc'h erruout. Ur mousc'hoarzh hegarat a nijellas war e zremm - anaout a rae an doare -, sevel a reas hag en ur vont en arbenn dezhe e lavaras:
»Nag ur blijadur, you - you - you!
Demat deoc'h-c'hwi, bugaligoù,
Kerabornig, ha Fraoñverig,
Bezit deut mat em lïorzhig!«
Neuze ez astennas an dorn d'ar vugale. Lentik e oa Pêrig, hag Anna-Liza muioc'h c'hoazh; evit gwir e oa un arvest meur. Hag an Tad Nedeleg mat a flouras o fennoù hag o jodoù en ur lavaret:
»Ma! Pêrig - Ma! Anna-Liza!
Me oar piv oc'h, na petra 'ta!
Nedeleg 'm eus gwelet ervat
Ez oc'h bugale fur ha mat;
Ha d'ho mammig, me a zo sur,
E roit kalz a blijadur.«
Soñj mat o doa ar vugale, evel-just, da vezañ gwelet an Tad Nedeleg o tont gant kraoñ hag avaloù, ha n'o doa ket ankouaet ar wezennig Nedeleg en doa degaset dezhe. Moarvat e oa bet degaset gantañ ivez an holl draoù kaer o doa kavet war an daol Nedeleg. Ar soñj-se en doa treuzet o spered p'o doa gwelet ar c'hoarielloù o kreskiñ amañ. Hag an deiz ma oa deut an Tad Nedeleg en o zi, e oa chomet pell da gomz gant Mammig goude m'o doa-int dibunet o zammig poz; tennet en doa ur bern traoù a bep seurt eus ur pikol sac'h a oa a-istribilh ouzh e gein, saludet en doa ken karadek ha ma rae bremañ, gant un hejadenn d'e benn, hag aet e oa kuit. E anaout a raent evel-just!
Evel-se e tastumas Pêrig e holl nerzh-kalon hag e kontas ar pezh a ouie eus an Nedeleg diwezhañ tra ma heje Anna-Liza he fenn en ur selaou e gomzoù. Ya, gwir e oa! Hen lavaret a reas an Tad Nedeleg en un doare ken hegarat ma voe dinec'het ar vugale hag a yeas neuze, leun a fiziañs, d'en em stardañ outañ.
Hag aze e oa c'hoazh un denig fentus-kenañ, un douraerez vihan gantañ a-bouez e zorn, hag a lamme-dilamme en-dro d'ar gwez Nedeleg; o doura a rae dibaouez en ur ganañ gant ur vouezhig voan:
»O gwezenn-sapr, o gwezenn-sapr,
Na feal eo da zelioù!
Hañv-goañv dalc'hmat e chomez glas,
Ha zoken pa ra erc'h ha sklas.
O gwezenn-sapr, o gwezenn-sapr,
Na feal eo da zelioù!«
A-daol-trumm e tirollas Pêrig da c'hoarzhin. Met an Tad Nedeleg a zisplegas e oa hemañ ar Boulomig bara-mel, e zarbarer hag en deveze bepred kalz d'ober evit doura ar gwez Nedeleg ha derc'hel kempenn an holl draoù kaer a oa amañ. Setu perak e veze bepred ken gwak ha ken rous da vare Nedeleg. Evel ur c'hwenenn vihan e lammedike ar boulomig etre ar gwezigoù en ur skuilhañ warne dour sukret!
Met c'hoant o doa ar vugale, dreist-holl, da welet ar Mabig Jezuz. Tostaat a rejont outañ war begoù o zreid rak an Tad Nedeleg a lavaras:
»Kousket sioul eo ar bugelig,
Evit kreñvaat e galonig,
A-benn gallout seveniñ aes
E gefridi a garantez.
E luskellat a ran bremañ
Ha beilhañ 'ran ivez warnañ
E skeud ar bodennoù haleg,
Amañ em lïorzh Nedeleg.
Pa zeuy an eur da vont en hent,
Er goañv, en amzer ar Pellgent
Ez in d'e zihuniñ goustad,
'Vit ober gantañ ma zroiad,
Dre an erc'h ha dre an avel,
War-du kontreoù tost ha pell,
'Lec'h ma vo kavet a-dra-sur
Bugaligoù sentus ha fur.«
Ya, gourvezet e oa aze, kousket don war dorchennoù blot gwenn-erc'h, gant e rodelladennoù blev melen-aour skedus. Sioulik e juntas ar vugale o daouarn hag a yeas war bennoù o daoulin e-tal ar c'havell, ken brav ha ken santel e oa an arvest. Ha war un dro gante e taoulinas ivez an Tad Nedeleg hag ar Boulomig Bara-mel. Dres d'an ampoent e voe klevet dre an aer ur stirlink heson, evel pa vije mil aelig Nedeleg o kanañ un nouelenn. Kerkent en em lakas Anna-Liza ha Pêrig da ganañ ivez hag o mouezhioù a sone ken brav asambles gant mouezhioù an aeled ma tride o c'halon gant al levenez. Tra ma oant o kanañ e kouezhas eus an Neñv malzennoù erc'h alaouret, c'hwekoc'h o frond eget hini holl vleunioù ar bed. War ar gwez hag ar bodoù tro-war-dro e flammine gouleier bihan ha diwar lein an holl saprennoù e skuilhe steredennoù bras ur sklêrijenn vurzhudus. Un arvest neñvel, kaer-meurbet a oa dirake. Met poent e oa bremañ mont war-raok. An Aotrou Kerabornig a reas sin da gimiadiñ, rak eus a-bell e kleve an Arzhez o c'hrognal hag o pilpazat, dibasiant evel ur marc'hig aet skuizh o c'hortoz. Setu ma astennas ar vugale o dorn d'an Tad Nedeleg en ur lavaret dezhañ trugarez a-greiz kalon. Hag eñ, gant ur mousc'hoarzh hegarat, a vountas buan en o faneroù bep a bakadig bara-mel freskorn. Neuze, e selloù troet war-du an Aotrou Kerabornig, e reas un hej d'e benn, e c'hwezhas melloù koumoulennadoù moged gris-glas eus e gorn-butun hag e luskellas ar bugelig. En diadreñv e oa ar Boulomig bara-mel o lammedikat etre ar saprennoù hag o toura anezhe en ur ganañ e nouelenn. Pep tra oa adarre evel a-raok. An tri c'hlasker-chañs a hastas gant an Aotrou Kerabornig war-du ar porrastell, a redas dreist ar pontoù e sukr hag a-hed an hentoù pavezet gant chokolad, buan, buan!
An Aotrou Fraoñverig dreist-holl a oa mall warnañ, rak an holl draoù-se n'o doa ket plijet kalz dezhañ. N'en doa kavet netra diouzh e zoare! Sukr, alamandez, rezin sec'h, limonadez, chokolad forzh pegement! Met delienn ebet, nemet saprennoù, bodadoù madigoù ha gwez-bara-mel - brrrrrrrr!! Nann, ne oa ket en e jeu en ur seurt kontre!
Kavet en doa koulskoude ur c'hamarad, ur c'hwil-derv-c'hoariell. Met pa oa aet d'en em ginnig dezhañ evel ma oa dleet, n'en doa graet ar c'hanfard-se nemet lakat e bavioù hag e askelloù da storlokat ha da strakal. Ne oa ket gouest zoken da fraoñval en ur mod dereat. Evel-just, en houarn-gwenn e oa hag e-lec'h ur galon-c'hwil hael o lammat hag o tridal, n'en doa en e vrusk nemet un toullad rodoù houarn hag ur wikefre-horolaj. Met c'hwec'h pavig en doa ar c'hañfard-houarn-se! Na pegen hegasus e oa! Eñ, ur c'hwil-derv gwirion, a oa bet trec'het, war-bouez ur pavig, gant ar c'hozh storloker-se. Setu ma savas ennañ adarre un hiraezh spontus d'e bavig, ha ken difraeüs hag ur pomper o vont da lazhañ an tan, e hastas da redek war-lerc'h ar vugale. Erfin e oa o vont da adkavout e bavig, ha dao en hent war-du Menez al Loar evit kas da wir hunvre ar Fraoñveriged. Neuze e tigoras ar porrastell dirake; an Arzhez, prest da loc'hañ, a c'hwezhe hag a heje he fikol penn gant al laouen ma oa o welet he marc'hegerien vihan o tistreiñ. Hag int da bignat buan war he c'hein ha da azezañ en he feur blot. Dirake en em ziskoueze bro al Loar, a-drek dezhe en em serre porrastell ar Prad Nedeleg ha... yao war gorre gwenn-koar ha sked-disked al Loar etrezek ar menez bras damheñvel, dre he stumm iskis, ouzh ur voul dienn-skorn ramzel, dispaket dirak o daoulagad er pellder.
10. An Neizh Pask
Hopala!... hopala! doup-ha-doup!... ken buan e karzhe an Arzhez war hentoù al Loar ma strinke ar grouan e pep tu. Ya, met daoust ha grouan e oa? Stirlinkat a rae a-wechoù evel gwer hag heñvel e oa ouzh sukr pa ziframme an Arzhez gant he favioù un tamm eus pluskenn al Loar; a-wechoù e traske evel erc'h fresk, ha neuze e save poultrenn en-dro d'ar varc'hegerien ken ma rankent serriñ o daoulagad; a-wechoù ivez e oa plaen an hent, ha blot evel un tapis gom-gwevn hag a wagenne dindan pep kammed. Ha setu ma krogas an Arzhez d'ober lammoù ken fentus ma voe darbet dezhe kouezhañ a-benn-draouilh diwar he c'hein. Met an Aotrou Kerabornig a ouie mat an doare war al Loar, ha bep gwech e lake anezhe war evezh:
»Diwallit - Stouit ho pennoù!«
Erruet e oant war ur menez mein-greun. Ar greunennoù-mein a strakate hag a strinke en-dro dezhe ken ma rankjont en em souchañ e feur an Arzhez da virout ouzh o fennoù da vezañ bloñset. Hag e huchas:
»Diwallit - Serrit ho taoulagad!«
Neuze e treuzas an Arzhez un dezerzh hag e taoulammas ken herrek ma oant holl, da c'houde, heñvel ouzh portezourien goloet a boultrenn wenn. Hag e hopas:
»Dalc'hit start! - Lenn gom-gwevn!«
Marc'hekaat a raent bremañ war un dachenn flibous, ha ken hejet ha brañskellet e oant ma vije kredet e oa an Arzhez mezv-dall. Met goude bezañ desket an doare d'en em zerc'hel war he c'hein e kemerjont kalz a blijadur. C'hoarzhadennoù e-leizh a zeue gante, dreist-holl pa rankent treuziñ un dachennad gom-gwevn. E nep lec'h er bed a-bezh ne oa ur c'hoari-brañsigell ken brav hag an hini a gase an Arzhez Vras da benn gante war al lennoù gom-gwevn. Se a oa sklaer. Ha setu int erru damdost d'an Neizh Pask. Evel ma teu ar c'hoarielloù hag ar madigoù Nedeleg eus ar Prad Nedeleg, e teu ar vioù Pask eus an Neizh Pask: ur pikol neizh glas en un draonienn wenn ledan. Ken bras hag ur menez e oa.
War bord an neizh, azezet en ur c'helc'h, e oa miliadoù ha miliadoù a yer a bep liv: re wer, re c'hlas, re wenn, re velen, re ruz, re zu, re liesliv, re roudennet ha re vrizh, stok-ha-stok an eil ouzh eben, o lostoù troet war-du an diabarzh hag o begoù war-du an diavaez. A-us d'an neizh, o tivilhañ diouzh an oabl, e oa ur gordenn gant ur gaer a lagadenn velen ouzh he lost. E-kreiz al lagadenn e oa ur c'hilhog bras. A bep eil taol e stlake e zivaskell en ur ganañ »Kotogoto-o-o-gog!«
Ha bep gwech ma save e vouezh... klak!... e tozve pep hini eus ar yer ur vi brav e sukr, e chokolad pe e toaz-alamandez, hervez liv ar yar. Ruilhañ a rae an holl vioù e diabarzh an neizh bras ha dastumet e vezent eno gant miliadoù a gonikled Pask gwenn-erc'h ha melen-flamm, paket da c'houde e paneroù pe seier bihan ha berniet brav ha kempenn. »Evel-se e vez graet dibaouez«, eme an Aotrou Kerabornig en ur dremen e-biou; »ar c'hilhog a gan, ar yer a zozv vioù, ar vioù a vez dastumet ha pakadennet gant ar c'honikled betek ma vez leun ar pikol neizh. Neuze e teu gouel Pask. En derc'hent e pak pep konikl e samm vioù war e gein ha yao war-du an Douar. Eno en deus kement ti ma'z eus bugale o chom ennañ, ur c'honikl dezhañ e-unan, karget da zegas vioù e nozvezh Pask.
Dedennus-meurbet e oa kement-se holl, evel-just. Kalz a c'hoant o doa Pêrig hag Anna-Liza da zizoleiñ o c'honikl dezhe, met n'o doe ket amzer d'hen gwelet, re vuan e c'haloupe an Arzhez. »Ur c'honikl melen eo!« a lavaras an Aotrou Kerabornig pa c'houlennas Pêrig pehini e oa. Met tremenet e oant dija e-biou hag ur wech pe ziv hepken e klevjont c'hoazh ar c'hilhog bras o kanañ er pellder. Tostaat a raent muioc'h-mui ouzh Menez bras al Loar. Uhel-meurbet e oa, gwintet dirake en noz glas-tasmantel, sonn ha beget-lemm. Neblec'h war an Douar ne oa ur menez evel-se; dre un hunvre zoken ne vije ket bet gwelet ur seurt menez; evel pa vije graet gant toaz gwenn-koar pe gant dienn strapet.
Hop!... lammat a reas an Arzhez dreist ar voger-greñv uhel a c'hronne ar menez ha setu tizhet gante pal o marc'hekadenn vras: erruet e oant en ur ganienn deñval ouzh troad Menez al Loar - dirak kanol al Loar.
11. Kanol al Loar
Un tammig estrenvanus e oa an aergelc'h er ganienn. Ken kanvaoüs e oa ar skeudoù ha ken iskis stumm ar vein ma vije bet spontet ar varc'hegerien m'o dije bet amzer da gaout aon. Met pa n'en devez ket an den amzer da gaout aon, neuze ne vez ket spontet. Un istor kozh eo hemañ.
»A-sav, Nanarzhez!« a hopas an Aotrou Kerabornig a-greiz-holl.
Ken buan e rede an Arzhez ma reas c'hoazh ur rikladenn vras war he c'hrabanoù kent gallout gorrekaat. Stok ouzh ur mell roc'h begek hag a daole ur skeud hir ha du-pod war un tachad goullo e chomas a-sav. Dres el lec'h ma echue ar skeud e oa staliet Kanol al Loar war un dorgennig vihan liv gris-wenn. Hanter sanket e oa enni ha sur a-walc'h e oa aze abaoe meur a vil vloaz rak ken tev e oa ar gwiskad poultr-loar a oa warnañ ma ne zeue war wel nemet tammoù bihan eus ar metal a oa aet d'ober ar pezh-kanol ramzel-se. En arc'hant gris e oa e gorzenn, kalz tevoc'h c'hoazh eget ur puñs-glav ha moarvat dek gwech hiroc'h. Ur skeulig vihan a oa harpet outi e-kichen genoù ar c'hanol troet war-du an nec'h, hag un tammig pelloc'h e oa ur patouilh evit purañ ar gorzenn a-raok bannañ ar boledoù. Ur benveg droch e oa ar patouilh-se, anezhañ ur mell broust troadet hir, ront evel un heureuchin.
»Erru omp e penn ar veaj!« eme an Aotrou Kerabornig. Hag int eta da ziskenn gant hast diwar an Arzhez hag a droas diouzhtu kein dezhe evit kemer hent ar gêr; graet he doa he dever ha c'hoant he doa da gaout he boued ha da zebriñ e peoc'h en he c'hraou. Ar gwir a oa ganti evel-just. Evit he zrugarekaat e roas ar vugale un avalig all dezhi hag an aotrou Kerabornig a skoas un taolig hegarat war he morzhed tev, ha hi kuit d'ar piltrotig.
An tri c'hlasker-chañs avat a oa ouzh troad ar menez divent hag an Aotrou Kerabornig a wiskas un neuz lidus-tre. Bremañ e oa an darvoud bras o vont da c'hoarvezout: bez'e oant o vont da gejañ gant Paotr al Loar evit adc'hounit ar pavig. Du-hont e krec'h, war beg uhelañ ar menez, e oa Paotr al Loar o chom hag eno, en ur c'hoad bihan, e oa ivez ar wezenn-vezv ma oa chomet ar pavig ispilhet outi.
Gant ur vouezh leun a stambouc'h e tisklêrias an Aotrou Kerabornig d'ar vugale e oa o vont d'o c'hargañ e-barzh ar c'hanol, da gentañ Fraoñverig, neuze Pêrig hag evit echuiñ Anna-Liza vihan evit o bannañ en aer rak ne oa tu all ebet da dizhout beg ar menez. Ur wech erru e krec'h ar menez e rankfent holl klask ar pavig er c'hoad bihan, hen tapout diwar ar wezenn ha hen pegañ gant glaour ouzh korf Fraoñverig, el lec'h mat. Ma tichañsfe dezhe kejañ gant Paotr al Loar a vez dalc'hmat o redek-diredek eno, n'o defe ket ezhomm d'en em chalañ. D'ar vugale fur ne c'hall ober droug ebet, daoust pegen garv e tiskouez bezañ. Ma ne vefe netra d'ober evit sioulaat an euzhden, e c'hallfe ar vugale diskoulmañ ar gudenn en un doare efedus: n'o defe ken 'met gervel o steredigoù war o sikour. Neuze o defe tro da welet petra a c'hoarvezfe gant Paotr al Loar.
P'en doe displeget an Aotrou Kerabornig pep tra d'ar vugale, e c'hwezhas trouzus e fri rak fromet-holl e oa adarre. Diaes e kave kimiadiñ diouzh an daou vugel ker d'e galon; ha penaos oa kont gant Paotr al Loar du-hont e-krec'h? Bez' e c'hallfe tarzhañ da vat un emgann - ha ne oa ket eeun an traoù. Pa verzas ar vugale e oa teneraet kalon an Aotrou Kerabornig e lammjont en e gerc'henn evit e drugarekaat hag e rojont dezhañ pokoù c'hwek. Kement-se oa diouzh doare an Aotrou Kerabornig!
Dav e oa stagañ gant al labour rak ma teuje an deiz a-raok ma vije bet adkavet ar pavig gant ar vugale, neuze o dije graet pep tra en aner. An Aotrou Kerabornig a dapas krog er patouilh, a bignas war ar skeul betek genoù ar c'hanol hag a buras e gorzenn pizh ha pervezh. Abaoe ma oa bet bannet Paotr al Loar war ar menez, da lâret eo abaoe mil bloaz, ne oa bet tennet boled ebet gantañ; ha ma ne oa ket e gorzenn ken kempenn ha ken lufr hag ur voest war-lerc'h kakao, e c'halle ar vugaligoù bloñsañ o frioù en ur nijal er-maez. Ar vugale, gant un aer sirius, a bare selloù aketus outañ. C'hweziñ dourek a rae an Aotrou Kerabornig ha pa zigeine e-pad ur par berr e roe c'hoazh alioù mat d'ar vugale hag e tisplege dezhe penaos tremen ouzh Paotr al Loar; en un doare seven evel-just rak atav e ranker bezañ seven hag hegarat, zoken e-keñver an dud kriz ha garv hag a zeu peurvuiañ da gaout mezh ha da vezañ doñv. Bremañ e oa lufr ar c'hanol.
»War-raok Fraoñverig! e-barzh ar c'hanol!« a huchas an Aotrou Kerabornig. Ya... met pelec'h e oa chomet? Neblec'h ne welent ar c'hwil-derv!
»Sur a-walc'h eo aet d'en em guzhat, rak bepred en devez aon«, eme Anna-Liza. Ne vanke ken nemet se! War glask e bavig e oant holl ha setu eñ o kiladenniñ d'ar poent diwezhañ. Nag un druez!
»N'eo ket se un emzalc'h gourel«, a soñjas Pêrig. Diouzhtu en em lakjont da glask an tec'hour ha setu! - souchet e oa sioulik a-drek ur roc'h hag e rae e varv bihan. Na pebezh krener e revr!
An Aotrou Kerabornig a grogas en e golier hag a reas un tamm hejañ dezhañ.
»Frou - frou - frou
Aon 'm bez pa darzh an tennoù,
Aon bras da vont e tammoù!«
Frou - frou - frou«
Setu ar pezh a valbouzas ar marc'heg hael pa voe goulennet un displegadenn digantañ. »Na petra!« a hopas an Aotrou Kerabornig, »Abalamour dezhañ e reomp kement-se holl hag eñ a ra ardoù bremañ? War-raok, 'barzh ar c'hanol.
Kerkent e voe paket, dibradet, ha bountet, kaer en doe en em zifretañ, e genoù ar c'hanol gant e benn en a-raok. C'hoarzhin a rae ar vugale a-greiz kalon gant ar fentus ma oa an arvest. E-keit-se e redas an Aotrou Kerabornig buan betek penn a-dreñv ar c'hanol, e troas ar genoù war du beg ar menez, e vukas gant aked hag e hopas: »Diwallit - serrit ho taoulagad!« hag e sachas war ar gordenn dev. Boum!!!... klevet e voe un darzhadenn spontus hag e strinkas, eus genoù ar c'hanol, ur goumoulennad aezhenn dev gant an Aotrou Fraoñverig paket enni ha bannet war-du an oabl evel ur boledig rous. An Aotrou Kerabornig a selle pizh ouzh ar vannadenn. Ya, bizet en doa mat; ar c'hwil-derv a oa e-krec'h!
Neuze e teuas tro Pêrig. Dibradet e voe. »Chañs vat dit!« eme an Aotrou Kerabornig en ur lakat anezhañ da risklañ goustadik e genoù ar c'hanol. Iskis e oa e-barzh ar gorzenn, dres evel pa vije en ur mell boest kakao!
Klask a reas Pêrig sellet un tammig ouzh an endro divoas-se hag e klevas an Aotrou Kerabornig o huchañ er-maez: »Serr da zaoulagad!«
Buan e serras e zaoulagad. Dres d'an ampoent e klevas un darzhadenn en-dro dezhañ ha... vroum... e strinkas e-maez ar c'hanol hag en ur dresañ en aer ul linenn gromm peurgaer e nijas etrezek ar menez. Ploup! Setu eñ e krec'h ar menez, azezet e-kichen an Aotrou Fraoñverig. Teurel a rejont o-daou selloù sebezet an eil ouzh egile, met a-raok dezhe bezañ diabafet mat - boum... ploup! - setu Anna-Liza azezet ivez en o c'hichen. »A!« emeze o-zri en ur zigeriñ o genou war nav eur. Hag int da zirollañ da c'hoarzhin o welet pegen sabatuet e oa o fennoù. An Aotrou Fraoñverig zoken a vousc'hoarzhe goude bezañ tastornet e gorf evit bezañ sur ne oa torret netra ennañ. Ar wech kentañ e oa dezhañ mousc'hoarzhin; e gernieligoù a fiñve gant ar blijadur. An darvoud-se a raje sur-mat dioutañ, da vat ha da viken, ar brasañ haroz a oa bet biskoazh e-touez ar c'hwiled-derv. Biskoazh c'hwil-derv ne oa bet bannet eus genoù ur c'hanol; un taol-kaer e oa hag a c'houlenne kalz a nerzh-kalon gourel, un taol ha na oa bet morse kaset da benn gant hini ebet eus ar varc'heien a veze gwelet ken stank en nevez-hañv war gwezennoù kistin, tilh pe fav an Douar.
Gant kalz a don en em lakas en e sav, e c'hwezhas e vrusk ken ma teuas en un taol da vezañ un hanter tevoc'h c'hoazh eget kustum, e krogas da vale-divale dirak ar vugale gant jestroù fentus. »Un delwenn a zle bezañ savet din«, a soñjas »war al letonenn, ouzh troad ar wezenn-gistin dev, dindan un delienn louzaouenn-an-hañv, delwenn ur marc'heg a-c'haoliad war korzenn ur c'hanol. Ha bep Sul da noz, p'en em ziskouez al Loar, e rank an holl c'hwiled-derv eus an tro-war-droioù en em vodañ hag aozañ ur sonadeg gourrebedoù eilet gant mandoreoù. Ur sonadeg savet e koun troioù-kaer an haroz meur Fraoñverig.«
Heñvel e oa, tost da vat, ouzh delwenn ur c'hwil-derv war ur savadur-eñvor pa'z eas, stad ennañ gant e vennozh dreist, d'en em blantañ dirak ar vugale ha pa lavaras dezhe gant ur vouezh teñval leun a gevrin:
»Deomp holl da glask ar pavig,
Neuze hor bo graet hon dever,
Evit d'an Aotrou Fraoñverig
En em ziskouez en e splannder.«
Evel-just e rankas Pêrig hag Anna-Liza c'hoarzhin un tammig dirak fouge droch an Aotrou Fraoñverig; met c'hoarzhin a rejont dre guzh hepken rak bugale seven e oant. Sevel a rejont d'o zro, dijogañ o c'hrezioù, tapout o zraoù ha setu int en hent war glask ar pavig.
12. Ar c'hrogag gant Paotr al Loar
Pep tra war al Loar oa espar ha souezhus, met an iskisañ-holl oa lein ar Menez. Warnañ e kreske gwez ha na oant ket heñvel ouzh gwez met ouzh tasmantoù-gwez. Gris-wenn e oa o liv ha plegañ a raent dindan ur sammad ludu kozh-kozh kouezhet marteze gwechall war o brankoù evel ur gaouad erc'h da heul korventennoù bras. Pep gwezenn a daole ur skeud hir. Ar skeudoù-se, du-peg ha damheñvel ouzh linennoù tev treset gant liv-skrivañ, en em astenne war un tachad gris-kañvus; enkrezus e oant da welet. Amañ hag ahont, dre-vesk gwrizioù an tasmantoù-gwez, e kreske melloù kabelloù-touseg damc'hlas, a-dra-sur binimus-kenañ, ha goloet e oa an holl vein gant un troc'had louedadur kozh-meurbet liv al ludu. Trouz ebet ne save tro-war-dro, ne oa labous ebet o kanañ, aezhenn ebet o lakat ur vleñchenn bennak da fiñval er c'hoad marv-se, yen-skorn ha sioul evel ur vered. Aon bras o dije bet ar vugale m'o dije bet amzer da gaout aon, met ken dalc'het e oant gant ar c'hlask war ar pavig ma n'o doa ket merzet pegen ankenius e oa amañ, war grec'h ar menez. N'en devez an den aon nemet pa n'en devez netra d'ober. Hen merzet o doa ar vugale meur a wech dija. Evite da vezañ en o dilhad-noz, n'o doa ket riv gant ar birvilh a save enne tra ma tremenent eus an eil gwezenn d'eben war glask eus ar wezenn-vezv ma oa ispilhet ar pavig outi. »Hourra!« a hopas Pêrig a-greiz-holl; »aze emañ ar pavig - hen gwelet a ran, hen gwelet a ran!«
Evit gwir! E-kreiz un tachadig goloet a boultr-loar hag a louedadur e oa ur wezennig distok diouzh ar re all, heñvel a-walc'h ouzh ur wezenn-vezv vihan beuzet dindan ur gwiskad erc'h tev. En he c'hef e oa un tach hir ha merglet gant ur seizennig ruz ma tivilhe diouti, sioulik en aer deñval, ur pavig c'hwil-derv. Ar vugale a laoskas youc'hadennoù joaius hag an Aotrou Fraoñverig, goude ma oa aet bihan-bihan e galon gant ar gwel eus ar c'hoad ankenius-se, a voe dibradet gant al levenez dirak ar gavadenn. Hag eñ da zisplegañ e eskell en ur fraoñval seder, ha da glask nijal a-raok ar vugale hag a rede ken buan ha ma c'hallent... Met a-daol-trumm e c'hoarvezas un dra dic'hortoz: Eus a-drek ur maen bras e-kichen ar wezenn-vezv, e tilammas Paotr al Loar en ur skrignal e zent hag en ur vlejal a-bouez-penn. Ar vugale a chomas sonn en o sav, krog an eil e dorn egile.
Euzhus e oa Paotr al Loar da welet! Un den ramzel a oa anezhañ gant un dremm louet, kleuzet, garanet ha roufennet evel ur c'hozh botez-lêr. Divalav-spontus oa e c'henoù; ur geol, koulz lavaret, gant dent hir ha melen. Goloet e oa e benn gant ur greouichennad blev luziet ha lous hag e varv a gouezhe a-vouchadoù tortigellet war e sae hir gris-houarn. War e gein e tivilhe un hordenn keuneud dalc'het war-bouez ur gordenn, hag en e zorn e touge ur mell bouc'hal dir. Peuliet e oa evel-se dirak an daou vugelig kalonek. Ha kalonek e oant, ret eo hen lavaret, rak daoust d'ar c'horfad aon o doa tapet ne oant ket tec'het kuit evel m'o dije graet a-dra-sur kalz a vugale, met chomet e oant divrall ha sonn en o sav. Pêrig a reas zoken ur stouadenn vrav, daoust d'e galon da galkenniñ a-herr en e greiz; goulenn a reas seven ouzh an den gouez hag-eñ n'en doa ket ur pavig c'hwil-derv dindan e ward. Paotr al Loar a skrignas e zent hag a vlejas:
»Petra 'fell deoc'h, netraigoù?
Petra 'glaskit war ma farkoù?
Pavig ur c'hwil eus an Douar,
'Vefe war lein Menez al Loar?«
Dispont e kontas Pêrig dezhañ ar pezh a ouie diwar-benn ar pavig tra ma heje Anna-Liza he fenn evit kadarnaat e gomzoù, rak hi ne oa ket evit rannañ grik gant al lammoù spontus a rae he c'halon. Gant skrignadennoù drouk e chome Paotr al Loar dirake; brañsellat a rae dibaouez diwar an eil troad d'egile en ur c'hweshata an avaloù bihan a oa gante. Pa c'houlennas Pêrig digantañ, e dibenn e gontadenn, reiñ ar pavig dezhañ e huchas kounnaret:
»Petra am bo-me diganez
Ma roan dit pezh a c'houlez?«
Buan e lakas Anna-Liza hec'h aval diwezhañ dindan e fri. Agn!... hen lonkañ a reas hag ez astennas e c'houzoug war-du panerig Pêrig ma chome c'hoazh enni un aval. Pêrig, gant ur mousc'hoazh seven, hen roas dezhañ... Agn!... diouzhtu e steuzias en e c'heol. Hag a-greiz ma kase an aval-se d'an traoñ gant kalz a drouz, e klevas an euzhvil c'hwezh ar baraigoù-mel a oa bet roet d'ar vugale gant an Tad Nedeleg. Lontek evel ma oa e fellas dezhañ o c'haout. Evel-just ne voe ket aes d'ar vugale ober o mennozh, met reiñ a rejont koulskoude o baraigoù-mel kaer dezhañ. Neuze e voe gwelet un arvest heugus ha skrijus: evel un ejen o tebriñ foenn e lonkas an den ferv ar pakadigoù bara-mel evel ma oant, gant paper liesliv, kordennigoù hag all. E-keit-se e tarluche e zaoulagad glas-gwer war-du ar furlukin a oa dindan gazel Pêrig. Sorc'hennet e oa gantañ ha pa astennas Pêrig e vrec'h evit hen kinnig dezhañ en ur dermal e plantas e zent ennañ ha... biskoazh kemend-all... e voe lonket ar furlukin gantañ evel ma vez lonket ur sivienn ganimp-ni!
Seizet e oa c'hoazh Pêrig gant ar spont dirak ken bras lontegezh, pa dapas Paotr al Loar krog e pompinell Anna-Liza. Se oa ar gwashañ! Ne venne ket Anna-Liza reiñ he fompinell hag e tirollas da ouelañ. Met an den ferv a vlejas:
»'S amañ, s' amañ din ar bompinellig!
Anez n'az po ket ar pavig - prestig!«
Ya, ar bompinellig vihan a rankas ivez bezañ aberzhet. Skrijus e oa!
Mouchañ a reas Anna-Liza he daoulagad pa voe diframmet penn he fompinell, hag e ouelas dourek pa glevas an drailhennoù porselen o traskal dindan dent an euzhden. Hag hemañ n'en doa ket zoken gloazet e c'heol! Se oa ar spi he doa maget-hi e-kuzh. Bremañ e oa bet lonket ivez ar bompinell, an dra diwezhañ a oa chomet gante. Flourañ a reas Paotr al Loar e gof hag e lipas e vourroù, laouen an tamm anezhañ; hag ar vugale a soñje: »Bremañ p'emañ en imor vat e roio dimp a-benn ar fin ar pavig«, rak saourus-dispar en doa kavet pep tra, zoken pennig porselen ar bompinell ha korf brenn-heskenn ar Furlukin. Padal, an euzhden a oa adarre o redek-diredek en ur c'hweshata pep tra evel pa n'en dije ket bet e walc'h!
Re amplik ez ae dezhi! Pêrig, fuloret-bras dirak kement a lontegezh hag a c'hoantegezh a c'houlennas groñs e vije daskoret ar pavig, rak gant an avaloù, ar baraigoù-mel, ar furlukin hag ar bompinell o doa a-dra-sur paeet ur priz mat. Ar vugale n'o doa mui netra da brofañ. Gant daoulagad treluc'hus e selle Paotr al Loar pif oute adalek begoù o zreid betek kern o fenn; neuze e tennas goustadik eus e davañjer ur mell kontell gant ul laonenn hir hag e lemmas anezhi war ur maen bras a oa dirake en ur skrognal leizh e c'henoù:
»Daou vugel zo deut d'am c'havout,
O floupañ 'rin, kroc'hen ha tout!
Mil bloaz zo n'em eus debret mann,
Mil den 'c'hallfen floupañ diboan!
O bosañ a rin ha goustad
E troin ar ber d'o foazhat!
O rostañ a rin kant eurvezh,
Na pebezh friko en diwezh!«
Ha prest e oa da sailhañ war ar vugale. Petra ober?
En em stardañ a reas Anna-Liza ouzh Pêrig hag hemañ, kalonek, a dennas e gleze-koad bihan. Da zen ebet ne vije deut ar soñj e c'hallje ar paotrig bihan bezañ trec'h d'an debrer-tud garv; met dres pa savas e gleze er vann e c'hoarvezas un dra dic'hortoz a-grenn:
Teñval-dall e teuas da vezañ en-dro dezhe, ul luc'hedenn skedus a flamminas ha, gant un tarzh-kurun a lakas an neñv da grenañ, e lammas Paol Kergurun eus don an noz betek lein ar menez, e sailhas war Paotr al Loar, e tarc'haouas taolioù-dorn war e benn - klak! - klak! - klak! hag un taol-troad spontus en e gof ken ma kouezhas an debrer-tud euzhus evel ur sac'h goullo. Neuze e steuzias Paol Kergurun en noz ha ne voe mui klevet nemet strakoù er pellder hag a baouezas buan da hekleviñ. Ken prim e oa c'hoarvezet kement-se holl ma n'o doa ket bet ar vugale amzer da gompren petra oa bet o c'hoari.
»Aiou ma c'hof! - Aiou ma gar - Aiou!
Nag a boanioù - nag a boanioù - Aiou!«
Evel-se e huche Paotr al Loar en ur ruilhal-diruilhal dre vesk ar gwez. C'hoant o doa ar vugale da c'hoarzhin o welet penaos e wee-disgwee e gorf. Taolioù ken spontus en doa tapet ma oa krommet-holl gant ar boan evel ur preñv ramzel. Klask a reas koulskoude sevel war e dreid hag e soroc'has:
»Se oa Kergurun, marmouzed!
War ho sikour 'peus e c'halvet?
Luc'hed ha kurun o strakal
Diouzhin n'hallont ket ho tiwall!
Ez an d'ho lakat ouzh ar ber,
Ha da rostañ ho kig tener!«
Seulabred e oa en e sav hag e tapas krog en e gontell, prest, evit an eil gwech, da sailhañ war ar vugale. Met diouzhtu e vantas Pêrig e gleze warnañ, hag evel p'en dije gortozet ar c'hemenn-se digant ar paotr bihan, e tifoupas Priñs an Dour eus an donder, e zivjod koeñvet evel touseged. Kent dezhañ bezañ adkavet mat e gempouez, e voe tizhet Paotr al Loar, e-kreiz e zremm, gant ur flistrad dour yen-sklas o strinkañ eus geol-glesker Priñs an Dour gant kement a feulster ma kouezhas a-c'hwen e gein ha m'en em lakas da ruilhal-diruilhal evit an eil gwech. Klask a rae blejal, evel-just, met kerkent ha ma tigore e c'heol... flip!... e strinke an dour ennañ ha ne c'halle nemet gourgouilhat ha bourbouilhat; ha ne baouezas Priñs an Dour gant ar flistradoù nemet pa voe astennet Paotr al Loar evel un den marv en ur poullad dour yen-sklas; neuze, laouen an tamm anezhañ e lavaras »flop - flop - grak - grak« ur wech pe ziv, e hejas e benn en ur vousc'hoarzhin hegarat ouzh ar vugale hag e sankas en dour.
Ken fentus e oa bet gwelet Paotr al Loar o c'hourgouilhat hag o vourbouilhat dindan ar flistradoù dour pa glaske blejal, ma tirollas zoken Anna-Liza da c'hoarzhin. Kalonekoc'h e oa bremañ an daou vugel goude bezañ gwelet e teue Nerzhioù an Natur war o sikour pa vezent en arvar. Rak-se ez ejont war o fouezig war-du an debrer-tud evit sellet a-dost outañ. Astennet e oa aze, gleb-dour-teil, met ne oa ket c'hoazh divuhez a-grenn rak dihostal a rae gwech ha gwech all. E-pad ur predig e soñjas Pêrig e c'hallent bremañ kerc'hat ar pavig; met ar ramz ferv a fiñvas adarre. Ruilhal a reas c'hoazh div pe deir gwech war-raok ha war-dreñv hag e huanadas:
»Gant e flistrad on damlazhet,
Met 'vidoc'h n'eus netra cheñchet!
Ez an da sevel hag emberr
E tifretoc'h kaer ouzh ar ber!«
Ha setu eñ adarre en e sav hag o vont war-du enne, brall-divrall, en ur vlejal:
»Taolioù kurun ha dour o flistrañ
Ne virint ket ouzhin d'ho rostañ!«
Ha gant ur c'hrognadenn spontus e hejas e gontell. Evit an teirvet gwech e tennas Pêrig e gleze bihan hag evit an teirvet gwech e c'hoarvezas un dra dic'hortoz a-grenn evit Paotr al Loar:
Yudadennoù skiltr a zeuas eus krec'h, douget war askelloù ramzel du-bran. A-us da Venez al Loar e c'hwezhas ur gorventenn hag a lakas ar gwez louet, divuhez ha difiñv, da zraskal ha da stouiñ o fenn evel geotennoù en ur bradenn. Petra oa?
Ar Ramz Tourmant a errue war sikour ar vugale. Gant e zornioù nerzhus e tiwriziennas ar wezenn vrasañ a oa er c'hoad, e stlakas anezhi gant kalz a drouz war Paotr al Loar, ha ken trumm ha ma oa erruet, ez eas kuit. En dro-mañ ivez e tremenas an traoù ken buan m'o devoe a-boan amzer da zialaniñ; ha ne gomprenas ar vugale petra oa c'hoarvezet nemet pa glevjont Paotr al Loar o yudal gant ar gounnar ha gant ar boan evel ur pikol ki skourjezet. Gennet e oa dindan kef ar wezenn, dic'houest da fiñval, hag e laoske yudadennoù ken spontus ma krene ar Menez eus an traoñ d'an nec'h. Un nerzh-kalon divent a oa deut bremañ da Bêrig, evel-just. Gouzout a rae e teue Nerzhioù galloudus an Natur war e sikour pa vezent galvet gantañ. Hep termal ez eas tost-tost ouzh an euzhvil, e gleze bihan en e zorn hag e lavaras: »Gwelet 'peus, Paotr al Loar, petra zo c'hoarvezet ganit abalamour ma nac'hez daskoriñ ar pavig ha ma fell dit hon debriñ daoust d'ar pezh hon eus roet dit dija. Tapet out bremañ ha ne c'hallez ober netra; ha ni a ya da gerc'hat ar pavig ha da c'hoarzhin.«
War-se e tennas Anna-Liza ur friad-hir warnañ en ur lâret: »Mat zo graet dit!«
Bez' e c'haller ijinañ pegen fuloret e oa Paotr al Loar. Grigoñsat a rae gant ar gounnar evel ur potailh merglet ha skopañ a rae war-du ar vugale en ur ziskouez e zent.
»Kaer o do tan, avel ha dour
Stourm em enep 'vit ho sikour
Me 'mo koulskoude ma dial,
Gortozit 'ta, marmouzed fall!«
Pufal a rae en ur vountañ mar gouie war ar c'hef-gwezenn ma oa gennet dindanañ. Kreñv-spontus e tlee bezañ rak dont a reas a-benn, gant e stroñsadennoù fuloret, da lakaat ar pikol kef da vrallañ, pezh a lakas Pêrig d'ober buan ul lamm war-dreñv. Tremen poent e oa ivez rak torret e oa bet un nebeud skourroù; pounner e ruilhas ar c'hef ha dieubet e voe Paotr al Loar. Eonenniñ a rae e c'henoù gant ar gounnar.
»Echu gant ho tichekadenn!
Gant ar vouc'hal 'viot troc'het krenn!
Ha da c'houde 'barzh un darbod
E viot frikaset d'ober yod!«
Hag en ur vlejal evel-se e krogas en e vouc'hal lemm, rak e gontell a oa bet torret gant ar Ramz Tourmant, ha neuze e sailhas war-raok...
Pêrig a savas adarre e gleze, met Paotr al Loar hen diframmas diouzh e zorn. Neuze e c'halvas Anna-Liza a-bouez he fenn:
»Steredigoù - Steredigoù - deuit buan!«
A-dra-sur e vije bet kollet ar vugale ma n'he dije ket galvet Anna-Lizaig o Steredennoù, rak ken spouronet e oa Pêrig ma ne ouie ket petra ober. Met da heul galv Anna-Liza e c'hoarvezas un dra vurzhudus:
Freuzet e voe an Neñv gant ur sklêrijenn wenn, ha buanoc'h eget lavaret en em gavas, e-kichen ar vugale, o div Steredenn gant o daouarn savet etrezek Paotr al Loar. Ha diouzh an daouarn-se e strinkas ur sklêrijenn drellus e daoulagad dilontet an euzhvil, dres pa oa hemañ o vont da dapout krog er vugale. Evel pa vije bet skoet un taol-morzhol e trabidellas war-dreñv, e laoskas e vouc'hal da gouezhañ hag e frotas e zaoulagad gant e zaou zorn en ur zic'hwezhañ:
»Na petra zo? - ha dall e ven?
Da b'lec'h eo aet ar marmoused!
N'o c'havan ket - n'o gwelan ket!«
Gant kammedoù dizampart e rede-direde dre ar c'hoad, ha dallet evel ma oa e skoe dibaouez e benn tev ouzh ar gwez hag ar reier. Blejal a rae bep gwech »Aioù!« hag e troidelle pelloc'h.
»Sur a-walc'h emaint amañ! - Aze e tleont bezañ!« a huche, berr warnañ, en ur redek etrezek an an tu fall, ha - boum - ez eas a-benn en ur roc'h lemm, ma strinkas ar gwad en-dro dezhañ. Daoust da se e teue bep gwech a-benn da adsevel e gein hag e talc'he da redek evel unan pennfollet. A-benn ar fin e voe klevet o huchal er pellder:
»Kroc'hen hag all m'ho tebro, astuz!
N'hallit ket - n'hallit mont da guzh!«
Mut e oa ar vugale gant ar sebez; en em stardañ a raent, laouen-bras, ouzh o Steredennoù. E-pad ur predig e renas ar sioulder; neuze e stouas ar Steredennoù pep hini war-du he bugel evit reiñ dezhe pokoù skañv en o blev ha gant o mouezhioù sklintin e lavarjont:
»An deiz zo o tont, lârit kenavo!
Arabat koll amzer, hastit afo!«
Kuit ez ejont evel ma oant erruet hag ar vugale a chomas o-unan.
13. Ar pavig
»Arabat koll amzer!« o doa huchet ar Steredigoù. Ret e oa bremañ kerc'hat buan ar pavig!
Diouzhtu e krogas Pêrig ganti: pignat a reas er wezenn-vezv hag e tistagas ar pavig diouzh an tach ma oa a-zivilh outañ abaoe mil bloaz; e-keit-se, e-harz ar wezenn, e oa savet Anna-Liza war begoù he zreid en ur astenn he divrec'h war-raok evit degemer pavig brudet an tad-you-kozh. Un darvoud meur e oa!
Setu! Deut e oa Anna-Liza a-benn da dapout ar pavig; bremañ, stad enni, e skare gant he freizh war-du an Aotrou Fraoñverig hag a oa, abaoe deroù ar c'hrogad gant Paotr al Loar, oc'h ober e varv bihan. Evel pa n'en dije perzh ebet en abadenn e oa souchet en ur c'horn e-touez ar c'habelloù-touseg binimus hag ar vein louedet, heñvel ouzh un tamm pouloudenn rous dister. Diaes e oa da anavezout. E-pad ur predig e chomas ar vugale da sellet ouzh an haroz brizhvarv; soñjal a raent laouen er penn souezhet a raje dizale. Neuze, e klaskjont pelec'h e oa plas ar pavig en e gorf. Kavout a reas Pêrig un toullig dindan an teirvet roudenn eus e jiletenn wenn ha du; amañ e oa sur a-walc'h. Tufañ a reas Anna-Liza kement ha ma c'hallas war penn uhelañ pavig an tad-you-kozh ha sankañ a rejont anezhi en toull gant o holl nerzh. Ur gwall-afer e oa ha kalz a hirvoudoù a zeuas gant Anna-Liza. Erfin e oa ar pavig en e blas! Goude bezañ graet un amprouadenn e kavas dezhe e oa stag mat ha ne c'halle ket bezañ freuzet pe diframmet ken buan. Evel ma ouzer, gant krañch e vez graet danvez-peg eus an dibab. Echu gante o labour ez ejont, leun a levenez, da zihuniñ ar c'hwil-derv. Hen hejañ-dihejañ a rejont, met gant ar spontet ma oa-eñ, e reas e varv bihan gwashoc'h eget biskoazh; ha pa voe galvet dre e anv gant Pêrig e fraoñvas izel-izel: »Marv on, marv-mik on, n'hallan ket ken bezañ laket d'ar marv peogwir on marv-mik endeo!«
A-benn ar fin e huchas Pêrig en e zivskouarn:
»Sellit, Aotrou Fraoñverig!
Sellit 'ta ouzh ho pavig!«
Ha setu ar genaoueg oc'h ober ul lamm-pik evel ur c'hwenenn spouronet hag o sellet a-bann ouzh ar vugale. »Ha debret oc'h bet gant egile all?« a c'houlennas aonik, daoust ma wele ervat ne oant bet bet debret peogwir e oant dirakañ. Evel-just e laoskas Anna-Liza ur sklokadenn laouen pa glevas ur goulenn ken droch. Met Pêrig, gant un dremm dic'hoarzh, a ziskouezas ar pavig laket en e blas hag a lavaras ur wech all:
»Aotrou Fraoñverig!
sellit mar plij ouzh ho pavig!«
Ar marc'heg-kistin tev ne seblante ket gouzout c'hoazh petra en doa d'ober, hag en ur dermal e taolas ur sell war e gorf... Na petra!... Evel pa vije tarzhet un taol-kurun dirakañ e komprenas trumm petra oa c'hoarvezet. Lammat a reas en e sav, hag e krogas da gildroenniñ ha da gorolliñ en-dro d'ar vugale en ur ganañ:
»Frou - frou - frou - Hourra - hourra!
Kavet eo ma favig - hourra!
Trugarez deoc'h ha mil bennozh,
Torret eo bremañ ar mallozh,
Hag echu reuzioù pemdeziek
Ar paourkaezh c'hwiled pemptroadek.
Divec'hiet gant daou vugelig,
E valean war c'hwec'h pavig
Hag e lâran: hourra - hourra
Ar pavig zo amañ - hourra!«
N'en doa ket c'hoazh hanter-echuet an dañs a levenez tonius a glote gant ar ganaouenn-se pa voe direnket gant ur weledigezh hag a oa ur c'hemenn groñs d'an tri c'hlasker-chañs. Lavaret e oa bet d'ar vugale e vije ret dezhe bezañ distroet war an Douar a-raok tarzh-an-deiz rak a-hend-all ne c'halljent biken mui kavout an tu da ziskenn diwar al Loar. A-daol-trumm e oa deut, eus an Oabl teñval, ul luc'hedenn espar da sklêrijennañ al Loar. He gorre louet en doa kemeret liv an arc'hant, marellet a darchoù mergl ruz ha glas-gwer tra ma lintre ar poultr-loar war an holl wez evel erc'h ruz-roz. Ha d'an hevelep koulz e welas ar vugale, a-us da bikern uhelañ ar menez, Rouz-Beure, mab kenedus an Heol. Savet e oa e zivrec'h a-us d'e benn, eus e zaouarn e tivere strinkennoù ruzvaen hag a-douez e vlev e save ur vrumenn ruz. E benn taolet gantañ war an a-dreñv e kane Rouz-Beure gant ur vouezh drantoc'h eget hini an holl alc'houedered hag hesonoc'h eget hini an holl eostiged a zo ar bed:
»Karroñs an Heol zo o tostaat,
Hag an hunvreoù o pellaat,
Tachenn an Neñv zo gwrimennet
Gant ur sklêrijenn arc'hantet.
Nijal 'ran a-us d'an Douar,
E-ser Sterenn-Veure ma c'hoar,
'Dreuz ar c'houmoul savet abred,
O lufrañ 'vel bleuñv en o sked.
An deiz o tont war e bouezig
A zihun dousik ar c'hoadig
Hag a zegas buhez dezhañ,
E levenez an Nevez-Hañv.«
Neuze e troas e zremm gaer war-du ar vugale hag e reas un hej d'e benn gant ur mousc'hoarzh leun a garantez:
»Hastit buan-buan, bugale!
Distroit d'an Douar hep dale!«
Hag e steuzias adarre; met war e lerc'h e lezas an Oabl goloet gant ur ouel limestra hag al Loar disliv sklêrijennet gant skedoù flamm evel pa vije difluket miliadoù a rozennoù war he gorre gwenn-olifant. Chom a reas ar vugale difiñv gant ar souezh dirak braventez dreistlavar an arvest. Neuze e sachas ar c'hwil-derv goustadik war o c'hrezioù ez astennas dezhe e zaou grabanig a-raok, an hini kleiz hag an hini dehou, hag e lavaras, parfet ha dic'hoarzh, war un ton lidus:
»Echu eo hor beaj iskis
Poent eo bremañ mont war hor c'hiz
Ni zo bet pell o kantreal
Ha c'hwi oa keneiled feal.
Dorn-ouzh-dorn, selaouit ervat,
Serrit ivez ho taoulagad
A-benn nebeut e vimp distro
War an Douar, en hor mammvro.«
Ar vugale a sentas diouzhtu rak kompren a raent pegen sirius e oa komzoù an Aotrou Fraoñverig. Kregiñ a rejont an eil e dorn egile hag e chomjont evel-se sko-ha-sko. Ar c'hwil-derv neuze a c'halvas a vouezh uhel:
»Ni zo distro, Tad-kozh Douar;
Pell oamp diouzhit, e bro al Loar
Klev hor galv, bras oa hon anken,
Degemer-ni en da varlenn!«
War-se e tigoras an Douar hag an tri c'hlasker-chañs a sankas ennañ stardet kreñv an eil ouzh egile.
14. Er gêr adarre
Pa voe echu ar c'hwil-derv da gomz, e savas ur vrumenn dirak daoulagad ar vugale; santout a rejont an Douar o tigeriñ dindane ha sachet e voent e don un islonk hag a seblante distrad. Ne welent mann ebet ha ne glevent nemet sourradennoù ha fraoñvadennou bouzarus. En em vriata a raent start, taget ma oant gant an aon da vezañ dispartiet. Chom a rejont evel-se ur pennad mat hag a-daol-trumm e kavas dezhe bezañ klevet, e-kreiz ar sourradennoù hag ar fraoñvadennoù, un evnig bihan o kanañ. Fraeshoc'h-fraeshañ e teue ar richan hag ar c'han da vezañ tra ma tigreske tamm-ha-tamm trouz ar sourradennoù hag ar fraoñvadennoù; a-benn ar fin ne voe mui klevet nemet an evnig o richanañ. Neuze e kredas ar vugale digeriñ o daoulagad. A!... en o c'hambrig e oant adarre stardet an eil ouzh egile en o dilhad-noz hag azezet e-kreiz an daol!
An heol a oa o teurel e gentañ bannoù lugernus dre ar prenestr, hag er-maez, war ar wezenn lireu, e oa ur seran bihan o c'hwitellat laouen e ganaouennig veure. Ken souezhet e oa an daou vugel ma ne c'hallent nemet sellet an eil ouzh egile gant daoulagad dispourbellet. Neuze e lavaras Pêrig - met goude ur pennad mat hepken: »Anna-Liza!« hag Anna-Liza a lavaras: »Pêrig!«
Goude bezañ komprenet e oant bepred Pêrig hag Anna-Liza ha neket logodigoù-dall, deñvedigoù-loar pe boledoù-kanol, e tirolljont da c'hoarzhin. Darvoudoù iskis o doa bevet e gwirionez ha goude kemend-all a droioù arvarus ha risklus e oant distroet d'ar gêr en ho kambrig hep gloaz na bloñs. Abegoù mat o doa da vezañ laouen. En-dro dezhe e oa pep tra war e rez. Marc'h-brañsigeller, ti-pompinell, levrioù skeudennaouet ha... hourra! ar bompinellig hag ar furlukinig ivez a oa amañ; ken yac'h e oant evel pa ne vijent bet debret morse gant Paotr al Loar. Betek ar paneroù gant an avaloù a oa war an daol, dres evel ma oant bet laket warni gant ar vamm en derc'hent. Na pebezh burzhud!
Bez' e oant c'hoazh o tizoleiñ kement-se holl gant youc'hadennoù joaius pa glevjont Minna dev o tostaat. Hop! - Setu int en o gwele.
Antreal a reas Minna er gambr evel bep beure hag e huchas: »Savit, savit, bugaligoù! An heol zo dija a-us d'ar bradenn! Savit, Pêrig, Anna-Liza!«
Pêrig, an ibil bihan, a reas evel pa vije o paouez tihuniñ ha gant kalz a dro e frotas e zaoulagad. Neuze, gant ur vouezh kouskedik, e c'houlennas hag-eñ e oa sklaer an deiz dija. »Evel-just!« eme Minna en ur zigeriñ ar rideozioù! Frou! - un dra bennak oa o fraoñval dre ar gambr!
»Ar c'hwil-derv!« a huchas ar vugale a-unvouezh en ur lammat er-maez eus o gwele. Floup! - paket e oa bet gant Minna hag a felle dezhi hen skeiñ en tan. Met dizarbennet e voe gant Pêrig. »Petra? lazhañ Fraoñverig? Arabat hen lazhañ, hor Fraoñverig-ni eo, hen lezel da nijal zo d'ober!« a grias en ur sachañ gant nerzh war las he zavañjer. Un hej a reas Minna d'he fenn; ne oa ket evit kompren an doare, re sot e oa ar paourkaezh Minna. A-benn ar fin e plegas da aspedennoù Anna-Liza hag e roas dezhi ar c'hwilig en he dorn; neuze ez eas er-maez da gerc'hat ar vamm.
Kerkent ha ma voent o-unan e redas ar vugale betek ar prenestr da sellet pishoc'h ouzh ar c'hwil-derv. E dornig Anna-Liza e oa hag e rae e varv bihan. Evel-just, e oa bet spouronet gant Minna!
Diouzhtu e reas Pêrig ar gont eus e bavioù. Ya c'hwec'h pavig en doa!
Ne oa ket bet didalvoud o zroiad, tapet e oa gante, ha tapet da vat, adc'hounit ar pavig ha goude mil bloaz e oa bet dic'haouet ar familh Fraoñverig a-drugarez da Bêrig ha da Anna-Liza. Soñjal a rae Anna-Liza ne c'halle den ebet gwelet e oa bet peget ar pavig hag eus don he c'halon e lavaras:
»Gant krañch e vez graet danvez-peg eus an dibab!«
Pep hini hen kredo goude an taol-se!
Ar c'hwilig en em lakas adarre da ruzata. »Gouzout a ra ez eo ni a zo amañ ha n'en deus ket mui aon«, eme Pêrig ha laouen e oant o-daou. Digeriñ a rejont buan ar prenestr, Anna-Liza a astennas he dorn er-maez hag e kanjont sonig vrudet ar c'hwiled-derv. Ha Fraoñverig bihan a ruzatas gant mall war biz-yod astennet Anna-Liza hag erru war ar beg anezhañ e tisplegas e zivaskell ha... frou... e nijas kuit e sklêrijenn c'hlas ar beure, a-us d'al liorzh, a-us d'ar bradenn, pell, pell! En ur ober sin dezhañ gant o dorn e hopas ar vugale:
»Kenavo, Aotrou Fraoñverig!
Distroit mat war ho skourrig!«
Neuze ez antreas ar vamm, ha hi da vriata he daou vugelig, da reiñ dezhe ur pok karantezus hag ouzhpenn-se - na pegen iskis - pep a bakadig bara-mel gant ur salud a-berzh an Tad Nedeleg.
Ar re-se oa end-eeun ar pakadigoù bet kutuilhet evite gant ar boulomig bara-mel er Prad Nedeleg e-pad an noz. Sur e oant bremañ ez anaveze mat o mamm an Tad Nedeleg hag e oa zoken liammoù start a vignoniezh etreze rak klevet he doa digantañ keloù eus o zroiad ha digantañ ivez e ouie penaos e oa bet lonket pep tra gant Paotr al Loar. Gwelet en doa an Tad Nedeleg pep tra: pompinellig, furlukin, avaloù, bara-mel ha gant un dro-hud en doa o zennet eus kof Paotr al Loar hag o c'haset buan d'ar vamm war an Douar evel gopr evit ar vugale. Evel-se e oa kont, sur ha n'eo ket marteze - ne c'halle ket bezañ mod-all! Hag int, gant youc'hadennoù a levenez, da lammat e kerc'henn o mammig vat ken karet!
Notennoù
Ar re o defe c'hoant da geñveriañ an droidigezh gant ar skrid orin a gavo amañ displegadennoù diwar-benn ar c'hoarioù-gerioù hag an troioù-lavar a zo ennañ ha diwar-benn an troiennoù brezhonek laket en o lec'h. O vezañ ma n'eus ket ezhomm eus an notennoù-mañ evit kompren an droidigezh vrezhonek, e c'hallont bezañ lennet goude fin ar gontadenn, kuit da droc'hañ lusk al lennadenn.
Vergißmeinnichtschnäpschen er skrid orin. Vergißmeinnicht eo anv alamanek ar vleunienn anvet e brezhoneg daoulagad-ar-Werc'hez. Sellet e vez, e broioù alamanek (hag ivez er broioù saoznek gant forget-me-not) evel bleunienn an eñvor. Hag ar vleunienn-se, evel-just, a ya d'ober al likor lonket gant Fraoñverig kaezh e koun e wreg varv.
Er skrid orin Himmelsziegen: lesanv roet d'ar gioc'hed (e brezhoneg gevrigoù an hañv).
Er skrid orin Hörnchen. Ur ger daouster hag a dalv koulz evit kornig ul loen hag evit baraig kornek.
Er skrid orin Tausee. Ger krouet gant oberour ar gontadenn eus Tau (glizh) ha See (lenn) ha troet e brezhoneg gant Lenn Glizarc'hant, un anv barzhonius dizoloet ganin e danevelloù kaer Fañch Peru. Trugarez vras dezhañ!
Mondkälber, e brezhoneg leueoù janus: leueoù ganet a-raok o zermen pe ganet marv dre levezon al loar. Evel ma weler amañ ne goll an oberour tro ebet da lakat ar gerioù implijet gantañ da gregiñ gant Mond (loar) pe Himmel (oabl).
Er skrid orin e lavar ar Ramz Tourmant (alamanek Sturmriese) : Habe nicht Wind- noch Wasserhose angezogen. Windhose (eus Wind = avel ha Hose = bragoù) eo an anv roet d'ar gorventenn abalamour d'ar c'holonadennoù poultr pe traezh e stumm ul loerezenn vragoù lakaet da sevel ganti pa c'hwezh war an douar. Pa c'hwezh ar gorventenn war an dour e vez komzet eus Wasserhose.
Die drei Eisgeschwister er skrid orin. Ur ger torr-penn eo ar ger Geschwister (hag ivez ar ger saoznek siblings) pa vez laket un niver araokañ rak talvezout a ra kement ha breudeur ha c'hoarezed (daou c'her e-lec'h unan hepken). Ret e oa eta klask un diskoulm all e brezhoneg ha setu an tri hegaser-se deut da vezañ annezidi ar C'hastell-Skorn, anezhe daou vreur hag ur c'hoar.
Frau Holle er skrid orin. Homañ eo ar wrac'h a laka an erc'h da gouezhañ war maezioù ha kêrioù Bro-Alamagn. Displeget eo bet gant ar Vreudeur Grimm penaos e kas da benn ur seurt kefridi hag ar gontadenn, troet ivez e brezhoneg, a c'hall bezañ kavet war bajennoù DikHaDak, e rann an danevelloù, dindan an talbenn Itron an Erc'h.
N'eo ket hepken an Heol (c'hoar Boudig an Noz er skrid orin deut da vezañ he breur en droidigezh vrezhonek) hag en deus cheñchet reizh en ur cheñch yezh. Heuliet eo bet e skouer gant e vugale ha setu e verc'hed Morgenröte hag Abendröte deut da vezañ e vibien Rouz-Beure ha Rouz-Noz, tra m'eo deut e zaou vab Morgenstern hag Abendstern da vezañ e ziv verc'h Sterenn-Veure ha Sterenn-Noz.
Ur c'hoari-gerioù zo bet graet er skrid orin gant ar ger Wolkenschneider rak daou ster zo gant ar ger Schneider: talvezout a ra koulz evit kemener hag evit troc'her. Ha Wolkenschneider (troc'her-koumoul) eo unan eus an anvioù roet d'ar nijerezed-paper a vez gwelet aliesoc'h o treuziñ ar salioù-klas eget o troc'hañ ar c'houmoul. Ar c'hoari-gerioù-se a ya da goll dre an droidigezh, met e brezhoneg ez eus peadra d'ober unan all gant an droienn bragoù-kemener (anv roet d'un toull glas en oabl goloet), laket e-lec'h Wolkenschneider .
Er skrid alamanek Himmelsbesen (skubellenn an oabl): anv roet gant ar vartoloded d'an Avel-Walarn.
Er skrid orin Petz: unan eus an anvioù roet d'an arzh er fablennoù hag er mojennoù.
Copyright© 2016 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh (all rights reserved).
www.dikhadak.eu