Troioù-kaer Pinocchio

Istor ur vargodenn

Carlo Collodi

Skeudennoù gant Enrico Mazzanti

Troet diwar an italianeg gant Françoise Lermen

 

Roll ar pennadoù

Pennad 1  -  Penaos e tichañsas d'an amunuzer mestr Kerezenn kavout un tamm koad hag a ouie garmat ha c'hoarzhin evel ur bugel.  

Pennad 2  -  Mestr Kerezenn a brof an tamm koad d'e vignon Geppetto; hemañ hen kemer evit fardañ ur vargodenn vurduzhus hag a ouezo korolliñ, c'hoari ar c'hleze hag ober lammoù-faraon.  

Pennad 3  -  Distroet d'ar gêr e stag Geppetto da galfichat e vargodenn hag  e ro dezhi an anv Pinocchio. - Kentañ troioù-kamm ar vargodenn.  

Pennad 4  -  Pinocchio hag ar Grilh-Komzer, un istor hag a ziskouez penaos e vez anoazet ar vugale fall pa vezont dislavaret gant unan hag a oar muioc'h egete.  

Pennad 5  -  Pinocchio, deut naon dezhañ, a glask un ui evit ober un alumenn, met a-greiz pep kreiz e nij an alumenn dre ar prenestr.  

Pennad 6  -  Pinocchio a van kousket gant e dreid war ar brazouer ha pa zihun er beure war-lerc'h e kav e dreid losket-holl.  

Pennad 7  -  Geppetto a zistro d'ar gêr hag a ro d'e vargodenn ar pezh en doa degaset gantañ  evit e zijuni.  

Pennad 8  -  Geppetto a fard treid nevez da Binocchio hag a werzh e borpant evit prenañ ur groaz-Doue dezhañ.  

Pennad 9  -  Pinocchio a werzh e groaz-Doue evit mont da welet c'hoarivaig ar  margodennoù.  

Pennad 10  -  Ar margodennoù a anavez o breur Pinocchio hag a ra gouel bras dezhañ. A-greiz pep kreiz, avat, e teu ar margodenner Debrer-Tan ha setu Pinocchio en arvar d'ober ur gwall fin.  

Pennad 11  -  Debrer-Tan a ziroll da streviañ hag a bardon da Binocchio; hemañ neuze a ziwall e vignon Harlikin diouzh ar marv.  

Pennad 12  -  Ar margodenner Debrer-Tan a brof da Binocchio pemp pezh-moneiz aour da reiñ d'e dadig Geppetto. Pinocchio, avat, touellet gant al Louarn hag ar C'hazh a ya kuit gante.  

Pennad 13  -  Ostaleri ar Grilh-dour Ruz  

Pennad 14  -  Goude bezañ graet skouarn-vouzar ouzh alioù fur ar Grilh-Komzer e kouezh Pinocchio etre krabanoù al lazherien.  

Pennad 15  -  Al lazherien a red war-lerc'h Pinocchio ha goude bezañ tapet krog ennañ e krougont anezhañ ouzh ur  skourr eus an Dervenn Vras.  

Pennad 16  -  Ar Plac'hig koant blev glas-noz a ro urzh da gerc'hat Pinocchio. E lakaat a ra en ur gwele ha gervel a ra tri medisin war e dro evit gouzout pe vev pe varv eo.  

Pennad 17  -  Pinocchio a zebr ar sukr met ne fell ket dezhañ lonkañ al louzoù- spurj. En em spurjañ a ra koulskoude pa wel an dougerien-arched o tont d'e gas kuit. Neuze e lavar ur gaou hag evel kastiz e krog e fri da greskiñ.  

Pennad 18  -  Adkavout a ra Pinocchio al Louarn hag ar C'hazh hag ez a gante da hadañ ar pevar fezh aour da Bark ar Burzhudoù.  

Pennad 19  -  Pinocchio, diberc'hennet eus e bezhioù  aour, a dap, evel kastiz,  pevar miz toull-bac'h .  

Pennad 20  -  Deut er-maez eus an toull-bac'h e kemer Pinocchio penn an hent evit distreiñ da di ar Voudig. Met war vord an hent e kav un naer euzhus ha goude e chom tapet en ur griped.  

Pennad 21  -  Pinocchio zo tapet gant ur c'houer ha rediet d'ober evel ki-porzh e-tal klud ar yer.  

Pennad 22  -  Pinocchio a ziskuilh al laeron hag a adkav e frankiz da c'hopr evit e lealded.  

Pennad 23  -  Pinocchio a leñv da varv ar Plac'hig koant blev glas-noz. Neuze e kav ur C'hudon hag a gas anezhañ war ribl ar mor hag eno e lamm en dour evit mont war sikour e dadig Geppetto.  

Pennad 24  -  Pinocchio a zegouezh en enezenn ar «Gwenan Oberiant» hag eno e kej adarre gant ar Voudig.  

Pennad 25  -  Prometiñ a ra Pinocchio d'ar Voudig bezañ fur ha studiañ, rak aet eo skuizh oc'h ober ar vargodenn ha c'hoant en deus da vezañ ur paotrig fur.  

Pennad 26  -  Pinocchio a ya d'an aod gant e gompagnuned-skol da welet ar Morvleiz spouronus.  

Pennad 27  -  Krogad bras etre Pinocchio hag e gompagnuned. Unan anezhe a chom gloazet ha Pinocchio zo harzet gant ar garabinerien.  

Pennad 28  -  Emañ Pinocchio en arvar da vezañ fritet er billig evel ur pesk.  

Pennad 29  -  Pinocchio a zistro da di ar Voudig. Homañ a bromet dezhañ e vo echu e vuhez vargodenn an deiz war-lerc'h hag e teuio da vezañ ur paotrig. Merenn war an ton bras gant kafe-laezh evit lidañ an darvoud meur.  

Pennad 30  -  E-lec'h dont da vezañ ur paotrig, e tec'h Pinocchio dre guzh gant e vignon Mouchig etrezek Bro ar C'hoarielloù.  

Pennad 31  -  Goude pemp mizvezh a blijadur, e sant Pinocchio, evit e vrasañ souezh, un divskouarn azen o kreskiñ dezhañ.  

Pennad 32  -  Pinocchio a sav dezhañ divskouarn azen; neuze e teu da vezañ un azen gwirion hag e krog da hinnoal.  

Pennad 33  -  Deut da vezañ un azenig gwirion, setu Pinocchio kaset da werzhañ. Rener ur strollad furlukined a bren anezhañ evit deskiñ dezhañ korolliñ ha lammat a-dreuz ur c'helc'h. Met un abardaevezh e teu da vezañ kamm ha gwerzhet eo neuze da unan all hag a fell dezhañ ober un daboulin gant e groc'hen.  

Pennad 34  -  Pinocchio, skoet er mor, a zo debret gant ar pesked hag a zeu da vezañ adarre ur vargodenn evel ma oa a-raok; met tra m'emañ o neuiñ evit saveteiñ e vuhez, ez eo lonket gant ar Morvleiz spouronus.  

Pennad 35  -  Pinocchio a adkav e korf ar Morvleiz... Piv a adkav eno? Lennit ar pennad-mañ hag e ouefet.  

Pennad 36  -  Erfin e paouez Pinocchio da vezañ ur vargodenn, hag e teu da vezañ ur paotrig.  

 





Pennad 1  -  Penaos e tichañsas d'an amunuzer mestr Kerezenn kavout un tamm koad hag a ouie garmat ha c'hoarzhin evel ur bugel.

Ur wech e oa...

- Ur roue! - a lavaro diouzhtu ma lennerien vihan.

Ket, bugale, faziet oc'h. Ur wech e oa un tamm koad.

Ne oa ket anezhañ un tamm koad prizius, met un tamm keneud dister eus a re a vez lakaet er fornigelloù hag en oaledoù e-pad ar goañv evit magañ an tan ha tommañ an tiez.

N'ouzon ket penaos e c'hoarvezas, met un deiz, setu an tamm koad-mañ e stal un amunuzer kozh anvet mestr Antonio, ha lesanvet mestr Kerezenn gant an holl abalamour d'e fri, atav lufr ha ruz-mouk ar beg anezhañ evel ur gerezenn zarev.

 

Diouzhtu pa welas mestr Kerezenn an tamm koad e voe laouenaet-holl hag e frotas e zaouarn gant ar blijadur en ur valbouzañ a hanter-vouezh:

- An tamm koad-mañ 'zo degouezhet e koulz vat: talvezout a raio din d'ober un troad-taol.

Kerkent hag ar ger, setu eñ o kregiñ en ur vouc'hal lemm evit dibluskañ ha divrazañ an tamm koad. Met dres pa oa o vont da skeiñ an taol kentañ e chomas mot, e vrec'h savet er vann, rak klevet en doa ur vouezhig voan o lavaret war un ton aspedus:

- Na sko ket ken garv ganin!

- Soñjit 'ta pegen sabatuet e voe mestr Kerezenn gozh!

Teurel a reas selloù dianket en-dro dezhañ evit klask gouzout eus pelec'h e teue ar vouezhig-se, ha ne welas den ebet! Sellet a reas dindan an eskemmez - den ebet. Sellet a reas e-barzh ur pres hag a chome atav kloz - den ebet. Sellet a reas er baner-lastez leun a skolpoù hag a vrenn-heskenn - den ebet. Digeriñ a reas dor ar stal evit teurel ur sell war ar straed - den ebet! Ha neuze?...

- Komprenet 'm eus - emezañ en ur c'hoarzhin hag en ur skrabañ e berukenn - ar vouezhig-se, n'eus anezhi nemet em faltazi. Adstagomp 'ta gant al labour.

Hag eñ ha kregiñ adarre en e vouc'hal ha skeiñ un taol a-zoare war an tamm koad.

 

- Aiou! Droug 'peus graet din! - a c'harmas an hevelep mouezhig.

En dro-mañ e chomas mestr Kerezenn sonnet, e zaoulagad divarc'het gant ar spont, e c'henoù digor-bras hag e deod o tivilhal betek e elgez, e zremm heñvel ouzh an dremmoù-maen a ginkl genoù ar feunteunioù. A-vec'h adkavet gantañ ar gomz, e valbouzas, en ur grenañ gant ar spouron:

- Eus pelec'h 'ta e teu ar vouezhig-se hag a lavar aiou?... N'eus kristen ebet amañ. Daoust ha desket en dije an tamm koad-mañ garmat ha klemm evel ur bugel? N'on ket evit krediñ. Hemañ 'zo un tamm koad evel ar re all. Ma skoan anezhañ en tan, em bo peadra da boazhat ur gastelodennad fav... Ha neuze? Daoust hag unan bennak a vefe kuzhet ennañ? Ma'z eus unan bennak e-barzh, gwazh a-se evitañ. Bremañ ez an d'ober e stal dezhañ!

Hag en ur zistagañ ar c'homzoù-se e krogas gant e zaou zorn er paourkaezh tamm koad hag en em lakaas da skeiñ-diskeiñ anezhañ didruez ouzh mogerioù ar gambr.

Neuze e astennas e skouarn, engortoz da glevet adarre ur vouezhig o c'harmat. Gortoz a reas div vunutenn - netra; pemp munutenn - netra; dek munutenn - bepred netra!

- Komprenet 'm eus, - emezañ en ur boaniañ da c'hoarzhin hag en ur fuilhañ e berukenn - ar vouezhig-se, a lavare aiou, n'eus anezhi nemet em faltazi. Adstagomp 'ta gant  al labour.

Ha peogwir e oa kroget un tamm mat a spont ennañ, en em lakaas da vouskanañ evit kemer kalon en-dro.

Neuze, goude bezañ lezet e vouc'hal a-gostez, e tapas krog en e rabot evit plaenaat ha kempenn an tamm koad. Met tra ma oa a-zevri o rabotañ, setu ma klevas adarre ar vouezhig o lavaret dezhañ en ur c'hoarzhin:

- Paouez 'ta, hilligañ 'rez din ma c'horf!

- Ar wech-mañ e kouezhas ar paourkaezh mestr Kerezenn eus e sav-sonn, evel skoet gant ar c'hurun. Pa zigoras e zaoulagad, e oa en e goazez war al leur.

Disneuziet e oa e zremm, hag e fri zoken, ken ruz ordinal, a oa aet glas gant ar spouron.

Pennad 2  -  Mestr Kerezenn a brof an tamm koad d'e vignon Geppetto; hemañ hen kemer evit fardañ ur vargodenn vurduzhus hag a ouezo korolliñ, c'hoari ar c'hleze hag ober lammoù-faraon.

Dres d'an ampoent e voe skoet ouzh an nor.

- Deuit tre - eme an amunuzer ha na gave ket nerzh a-walc'h da sevel war e dreid.

Neuze, e teuas er stal un denig kozh, sart evel pemp gwenneg; Geppetto oa e anv, met ar gañfarded a-dro-war-dro, pa save c'hoant dezhe d'e lakaat da fuloriñ, a rae Polendina dioutañ, ul lesanv tapet gantañ abalamour d'e berukenn velen, heñvel-mik ouzh ur c'haletezenn ed-Turki.

 

Kizidik-meurbet e oa Geppetto. Gwa d'an hini a rae Polendina dioutañ! Mont a rae diouzhtu e gouez ha neuze ne oa netra d'ober evit e sioulaat.

- Demat deoc'h mestr Antonio, eme Geppetto. Oc'h ober petra 'maoc'h amañ war al leur-di?

- O teskiñ kontañ d'ar merien.

- Chañs vat deoc'h!

- Petra ho tegas amañ, komper Geppetto?

- Ma divhar. Gwelit mestr Antonio, deut on da c'houlenn ur servij diganeoc'h.

- Setu-me amañ, prest d'ho servijañ, a respontas an amunuzer en ur sevel war bennoù e zaoulin.

- Ur mennozh 'zo tarzhet em fenn er beure-mañ.

- Selaouomp.

- C'hoant 'zo deut din da fardañ ur vrav a vargodenn goad; ur vargodenn vurzhudus hag a ouezo korolliñ, c'hoari ar c'hleze hag ober lammoù-faraon. Gant ar vargodenn-se ez in da vale bro hag e c'hallin gounit ma zamm bara ha ma gwerennad win. Petra soñjit eus se?

- Brav Polendina! - a huchas ar vouezhig ha na ouie den eus pelec'h e teue.

O klevet ober Polendina dioutañ ez eas Geppetto ruz evel ur sivienn gant ar gounnar, hag en ur dreiñ war-du an amunuzer e huchas fuloret-holl:

- Perak 'peus graet dismegañs din?

- Piv 'neus graet dismegañs deoc'h?

- Polendina 'peus graet diouzhin!...

- N'eo ket me.

- Me 'n hini eo, marteze? C'hwi 'n hini eo, pa lâran deoc'h.

- N'eo ket me!

- Geo!

- N'eo ket me!

- Geo!

Mui-ouzh-mui a verv a zeuas enne ha goude ar c'homzoù e savas an taolioù. Krog-ha-krog o-daou e stagjont d'en em skilfañ, d'en em zantañ ha d'en em flastrañ an eil egile.

Pa voe echu an emgann e oa perukenn velen Geppetto etre daouarn mestr Antonio, ha Geppetto a verzas e oa chomet perukenn louet an amunuzer etre e zent.

- Ro din ma ferukenn en-dro! - a huchas mestr Antonio.

- Ha te, ro din ma hini ha greomp ar peoc'h.

An daou gozh, adperc'hennet pep hini e berukenn, a stardas an dorn an eil d'egile en ur douiñ e chomjent mignoned vras betek fin o buhez.

- Neuze, komper Geppetto, - eme an amunuzer evit diskouez e oa skoulmet ar peoc'h etreze - pe servij a c'hallan rentañ deoc'h?

- Un tamm koad a vank din evit fardañ ma margodenn; hen reiñ a rafec'h din?

Mestr Antonio, laouen-bras, a yeas diouzhtu da dapout diwar an eskemmez an tamm koad en doa graet kement a aon dezhañ. Hogen, pa oa o vont d'hen reiñ d'e vignon, e tiflipas an tamm koad a-dre e zaouarn gant ur stroñsadenn daer hag ez eas da stekiñ gant nerzh ouzh kribennoù divhar skarn ar paourkaezh Geppetto.

 

- A! un doare hegarat ho peus da brofañ ho traoù, mestr Antonio! Tost eo bet deoc'h foeltrañ ma divhar din!...

- Touiñ a ran deoc'h n'eo ket me!

- Me 'n hini eo marteze?...

- An tamm koad-mañ eo a zo kaoz...

- Ya, gouzout a ran, met ganeoc'h-c'hwi eo bet stlapet ouzh ma divhar!

N'eo ket ganin-me eo bet stlapet!

- Gaouiad!

- Geppetto, arabat deoc'h ober dismegañs din, a-hend-all e rin Polendina diouzhoc'h!...

- Azen!

- Polendina!

- Azen gornek!

- Polendina!

- Kozh marmouz!

- Polendina!

O klevet an anv Polendina evit an teirvet gwech, ez eas Geppetto dall gant ar gounnar. Sailhañ a reas war an amunuzer, ha raktal e nijas an taolioù.

Pa voe echu ar c'hrogad e oa div grafignadenn muioc'h war fri mestr Antonio, ha div nozelenn nebeutoc'h war chupenn Geppetto. Reizhet evel-se o c'hoñchoù gante, e stardjont an dorn an eil d'egile en ur douiñ e chomjent mignoned vras betek fin o buhez.

Neuze, e kemeras Geppetto e damm koad ha goude bezañ trugarekaet mestr Antonio, e tistroas kamm-jilgamm d'ar gêr.

 

Pennad 3  -  Distroet d'ar gêr e stag Geppetto da galfichat e vargodenn hag  e ro dezhi an anv Pinocchio. - Kentañ troioù-kamm ar vargodenn.

Lojeiz Geppetto 'oa ur gambrig a-rez an douar hag a dape sklêrijenn an deiz dre zindan ur skalier. Dister e oa an arrebeuri ken e oant: ur gozh kador, ur gwele fall hag un daolig dismantret. E penn all ar gambr e oa un oaled, enni un tan o flamminañ; met livet e oa an tan war ar voger hag e-kichen an tan e oa livet ur podad soubenn o virviñ laouen e-kreiz ur vougennad voged heñvel-bev ouzh moged gwirion.

A-vec'h erruet en ti e krogas Geppetto en e vinvioù hag en em lakaas diouzhtu da gilvizañ ha da galfichat e vargodenn.

- Pe anv a lakain d'am boulomig? - emezañ etre e roched hag e chouk. - C'hoant 'm eus d'ober Pinocchio dioutañ. Un anv hag a zegaso chañs dezhañ. Anavezet em eus ur familh a-bezh en anv-se: Pinocchio an tad, Pinocchia ar vamm ha Pinocchi ar vugale. Mat e oa ar bed gante; ar pinvidikañ anezhe a c'houlenne an aluzen.

Kavet gantañ anv e vargodenn, en em lakaas da labourat a-zevri ha da stummañ ar blev, an tal hag an daoulagad.

Echuet gantañ an daoulagad, soñjit 'ta pegen souezhet e voe o welet ar re-mañ o fiñval hag o parañ warnañ selloù talarek.

Gwall feuket e voe Geppetto gant an daou lagad koad o sellet sonn outañ hag e lavaras, trenk e vouezh:

- Kozh lagadoù koad, petra eo deoc'h sellet ouzhin evel-se?

Respont ebet.

Neuze, war-lerc'h an daoulagad, e stummas ar fri, met hemañ, a-vec'h echuet, en em lakaas da greskiñ, da greskiñ ha da greskiñ ken buan ma teuas da vezañ, en ur ober un toullad munutennoù, ur pikol fri divent.

 

Ar paourkaezh Geppetto a boanie ken a rae evit tailhañ anezhañ, met seul vui e veze tailhet ha berraet, seul vui e kreske ar fri divergont-se.

War-lerc'h ar fri e fardas ar genoù.

Ar genoù ne oa ket echuet mat ma krogas dija da c'hoarzhin ha d'ober goap outañ.

- Paouez gant da c'hoarzh! eme Geppetto, droug ennañ; met koulz e vije bet dezhañ komz ouzh ar voger.

- Paouez gant da c'hoarzh a lâran dit! - eme Geppetto, gourdrouzus e vouezh.

Neuze e paouezas ar genoù da c'hoarzhin, met tennañ a reas er-maez un teod hir-hir.

Geppetto, evit mirout da washaat e zoare, a gendalc'has gant e labour hep ober van a netra.

Goude ar genoù, e stummas an elgez, ar gouzoug, an divskoaz, ar c'hof, an divrec'h hag an daouarn.

Echuet gantañ an daouarn, e santas Geppetto e berukenn o nijal kuit diouzh e benn. Treiñ a reas e selloù war-du an nec'h, ha petra a welas? E berukenn velen etre daouarn ar vargodenn.

- Pinocchio!... ro din ma ferukenn diouzhtu!

Met e-lec'h reiñ ar berukenn en-dro, e lakaas Pinocchio anezhi war e benn-eñ hag e chomas hanter-veuzet dindani.

Dirak seurt doareoù divergont ha goapaus en em santas Geppetto trist ha melkonius evel na oa bet biskoazh en e vuhez, hag en ur dreiñ war-du Pinocchio e lavaras dezhañ:

- Mabig digar! N'out ket peurechuet c'hoazh ha dizoujus out dija e-keñver da dad! Fall eo, ma faotrig, fall eo!

Hag e sec'has un daerenn.

An divhar hag an treid a chome c'hoazh d'ober.

Echuet gantañ an treid, e santas Geppetto un taol war veg e fri.

- Mat zo graet din! - a lavaras ennañ e-unan. Dleet e oa din bezañ 'n em soñjet abretoc'h! Re ziwezhat eo bremañ!

Neuze e pakas e voulomig dre zindan e zivgazel hag e lakaas anezhañ war leurenn ar gambr evit ober dezhañ bale.

Pinocchio a oa morzet e zivhar outañ ha ne ouie ket penaos fiñval; Geppetto a rene anezhañ war-bouez e zorn evit deskiñ dezhañ skeiñ an eil troad a-raok egile.

Pa voe divorzet e zivhar e stagas Pinocchio da vale e-unan ha da redek dre ar gambr; neuze, avat, en em silas dre an nor, e lammas war ar straed hag en em daolas da skampañ.

Ha setu ar paourkaezh Geppetto war e lerc'h, dic'houest da dapout krog ennañ rak redek a rae ar Pinocchio daonet-se a-lammoù evel ur c'had, ha gant e dreid koad o skeiñ war pavez ar straed e rae kement a storlok hag un ugent re votoù-koad.

- Krogit ennañ! krogit ennañ! - a huche Geppetto; met an dud war ar straed, bamet dirak ar vargodenn goad-se o redek evel ur c'hi difelc'het, a chome a-sav da sellet outi hag a c'hoarzhe ha c'hoarzhe ken a raent.

Dre eurvad, ez erruas a-benn ar fin ur c'harabiner hag a soñjas, diouzh klevet ar cholori spontus-se, e oa tec'het un ebeul diouzh e vestr. En em blantañ a reas kalonek e-kreiz ar straed, rampet war e zivhar ha mennet-start da herzel anezhañ ha da virout na c'hoarvezje gwashoc'h droug.

Pinocchio, pa welas eus a-bell ar c'harabiner o stankañ ar straed, a glaskas an tu da dremen dre sourpren etre e zivhar, met c'hwitañ a reas war e daol.

 

Hep ober an disterañ kammed, e pegas ar c'habiner prop ha naet ennañ dre e fri (ur pezh mell fri hag a seblante bezañ graet a-ratozh-kaer evit bezañ paket gant karabinerien) hag e lakaas Pinocchio etre daouarn Geppetto; hemañ a glaskas sachañ war e zivskouarn evit reiñ ur gentel dezhañ. Soñjit 'ta pegen sabatuet e voe pa verzas ne c'halle ket kavout an divskouarn. Goût a ouzoc'h perak? Gant ar birvilh a oa kroget ennañ e-kreiz e labour, en doa disoñjet krenn ober anezhe.

Neuze, e pegas e kilpenn Pinocchio ha tra ma oa o kas anezhañ en-dro d'ar gêr e lavaras dezhañ, en ur hejañ gourdrouzus e benn:

- Deomp d'ar gêr. Hag er gêr, nebaon, e vo renket hor c'hoñchoù ganimp!

Pinocchio, pa glevas ar prezeg-se, en em strinkas d'an douar ha ne fellas ket dezhañ bale ken. Diouzhtu e krogas ar saverien o fri hag ar stranerien da chom a-sav ha d'en em dolpañ en-dro dezhe.

Unan a lavare un dra, egile un dra all.

- Paourkaezh margodenn! - a lavare darn, - gant gwir abeg e nac'h distreiñ d'ar gêr! Piv oar penaos e vefe kannet gant ar c'hozh Geppetto-mañ!...

Hag ar re all a ouzhpenne, pilpous:

- Seblant un den a-feson zo gant ar paotr Geppetto! met ur gwir vac'her eo gant ar vugale! Barrek a-walc'h eo da zibezhiañ ar paourkaezh margodenn-se ma laoskomp anezhi etre e zaouarn!...

Kement ha kement a voe lavaret ma laoskas ar c'harabiner Pinocchio da vont ha ma kasas ar paourkaezh Geppetto d'an toull-bac'h. Hemañ, ha na gave ket gerioù evit en em zifenn, a vleje evel ul leue. Ha tra ma tostae ouzh an toull-bac'h, e valbouze dre e zifronkadennoù:

- Mabig fallakr! Nag a boan 'm eus kemeret evit ober dioutañ ur vargodenn a-zoare! Met dleet mat eo din! Ret e oa din en em soñjal abretoc'h!...

Ar pezh a c'hoarvezas goude zo un istor dreist-kredenn; hen kontañ a rin deoc'h er pennadoù da heul.

Pennad 4  -  Pinocchio hag ar Grilh-Komzer, un istor hag a ziskouez penaos e vez anoazet ar vugale fall pa vezont dislavaret gant unan hag a oar muioc'h egete.

Neuze 'ta, bugale, ez an da gontañ deoc'h an doare: Tra ma oa ar paourkaezh Geppetto, hag eñ digablus, war-nes bezañ toullbac'het, en doa tapet al lampon Pinocchio hed e c'har goude bezañ deut er-maez eus krabanoù ar c'harabiner hag e skare mar gouie a-dreuz ar parkeier evit distreiñ buanoc'h d'ar gêr. Birvilh gantañ en e zivhar e lamme dreist krugelloù uhel-meurbet, bodoù spern ha fozioù leun a zour, evel m'en dije graet ur mennig pe ur c'hadig war dec'h rak ar chaseourien. Erruet dirak an ti e kavas an nor damzigor. He bountañ a reas, mont e-barzh, hag a-vec'h dezhañ bezañ lakaet ar sparl warni, en em strinkas en e goazez war al leur en ur dennañ un huanadenn a blijadur.

Ne badas ket pell e blijadur, avat, rak er gambr e klevas unan oc'h ober:

- Kri - kri - kri!

- Piv zo amañ o c'hervel ac'hanon? - eme Pinocchio abafet-holl.

- Me eo!

Sellet a reas Pinocchio en-dro dezhañ hag e welas ur Grilh bras o krapat goustad ouzh ar voger.

- Lâr din 'ta, Grilh: piv out?

- Ar Grilh-Komzer on-me hag abaoe tremen kant vloaz  emaon o chom er gambr-mañ.

- Ar gambr-mañ eo bremañ ma hini - eme ar vargodenn, - ha m'az peus c'hoant d'ober plijadur din da vat, kae kuit diouzhtu, hep treiñ da benn.

- N'in ket kuit ac'hann keit ha n'am bo ket diskuliet dit ur wirionez pouezus, a respontas ar Grilh.

- Lâr 'ta ha gra dillo.

- Gwa d'ar vugale a sav a-enep o zud hag a zilez dre stultenn ti o zad! Morse ne raint berzh-mat er bed-mañ, ha kerse bras a vo gante abred pe ziwezhat.

- Chom da ganañ pezh a gari, Grilh kaezh, un dra a ouzon-me ervat: warc'hoazh, da darzh-an-deiz, ez in kuit rak ma choman amañ e c'hoarvezo ganin ar pezh a c'hoarvez gant ar vugale all, da lâret eo e vin kaset d'ar skol ha ret e vo din studiañ dre gaer pe dre heg; ha me, hen anzav a ran ouzhit, n'em eus tamm c'hoant ebet da studiañ. Kalz muioc'h e plij din redek war-lerc'h ar balafenned, ha krapat er gwez da zineizhañ al labousedigoù.

- Paourkaezh inosant! N'ouzout ket petra a c'hoarvezo ma rez kement-se? Un azen gornek a vo ac'hanout pa vi bras hag an holl a raio goap ouzhit.  

- Ro peoc'h, kozh Grilh a wallgeloù! - a huchas Pinocchio. Met ar Grilh, leun a basianted hag a breder, e-lec'h bezañ feuket gant komzoù ken dichek, a gendalc'has gant an hevelep ton-mouezh:

- Ma ne blij ket dit mont d'ar skol, perak ne zeskez ket ur vicher da vihanañ, kement ha gounit da damm bara en un doare onest?

- C'hoant 'peus da c'houzout? - a eilgerias Pinocchio hag a oa krog da goll pasianted. - E-touez an holl vicherioù a zo er bed n'eus nemet unan hag a zo penn-da-benn diouzh ma c'hrad.

- Ha petore micher e vefe?...

- Debriñ, evañ, kousket, en em ziduiñ ha ren adalek ar beure betek an noz buhez ur foeter-hent.

- Kement ha reiñ un tamm kentel dit - eme ar Grilh-Komzer, sioul e vouezh evel boas - an holl re a ra ar vicher-se a echu bepred o buhez pe en ospital pe en toull-bac'h.

- Taol evezh, kozh Grilh a wallgeloù!... ma sav droug ennon e tamanto da lêr!

- Paourkaezh Pinocchio! Truez am eus ouzhit!...

- Perak 'peus truez ouzhin?

- Abalamour ma'z out ur vargodenn ha, pezh a zo gwashoc'h, abalamour m'az peus ur penn-koad.

O klevet ar c'homzoù diwezhañ-mañ e lammas Pinocchio er vann, fuloret-ruz. Tapout a reas ur morzhol-koad diwar an eskemmez hag e stlapas anezhañ gant ar Grilh-Komzer. Marteze ne soñje ket dezhañ e vije bet tizhet. Met siwazh, tizhet e voe ar paourkaezh Grilh en e benn end-eeun hag a-vec'h eo ma c'hallas kavout alan a-walc'h d'ober kri - kri - kri a-raok chom peg ouzh ar voger, marv-mik.

Pennad 5  -  Pinocchio, deut naon dezhañ, a glask un ui evit ober un alumenn, met a-greiz pep kreiz e nij an alumenn dre ar prenestr.

Krog e oa an noz da serriñ ha Pinocchio, deut da soñj dezhañ n'en doa debret tamm ebet c'hoazh, a santas en e gof un debron heñvel-mik ouzh an naon.

An naon, pa grog er vugale, a gresk buan hag e-korf un toullad munutennoù e teu da vezañ bras. Hag en ur serr-lagad e teu an naon bras da vezañ un naon-ki, un naon da zebriñ mein.

Diouzhtu e redas ar paourkaezh Pinocchio betek an oaled, lec'h ma oa ur podad soubenn o tivogediñ, hag e klaskas sevel ar golo anezhañ evit gwelet petra oa e-barzh, met ar pod a oa livet war ar voger. Soñjit 'ta penaos en em santas. Dont a reas e fri, hag a oa hir endeo, da vezañ pevar meudad hiroc'h d'an nebeutañ.

Neuze en em lakaas da redek-diredek dre ar gambr ha da furchal-difurchal pep tiretenn ha pep siklud e-sell da gavout un tamm bara, pa ne vefe nemet un tamm bara kras, pe un tamm kreun, un askorn krignet gant ar c'hi, un tamm yod maiz louedet, un draen-pesk, ur maen-kerezenn, e berr gomzoù un dra bennak da chaokat. Met ne gavas mann, mann ebet, mann ebet a-grenn.

E-keit-se e teue an naon da vezañ brasoc'h-brasañ hag evit en em ziboaniañ ne c'halle ar paourkaezh Pinocchio nemet bazailhat; hag e laoske bazailhadennoù ken hir a-wechoù ma veze faoutet e c'henoù betek e zivskouarn. Goude pep bazailhadenn e krañche hag e sante e sac'h-boued o tispegañ dioutañ.

Hag en ur ouelañ gant an dizesper e lavare:

- Ar Grilh-Komzer a oa ar wirionez gantañ. Diboell on bet oc'h enebiñ ouzh ma zadig hag o tec'hout diouzh ar gêr... Ma vije ma zadig amañ ne vijen ket o vazailhat betek mervel! O! gwashat kleñved eo an naon!

Met setu ma kredas dezhañ gwelet war ar bern lastez un dra bennak, ront ha gwenn, heñvel-mik ouzh un ui-yar. Sailhat ha pegañ warnañ a reas Pinocchio en un taol krenn. Un ui e oa evit gwir.

Ne c'hallan ket deskrivañ gant gerioù levenez Pinocchio: ret eo deoc'h lakaat ho faltazi da labourat. Treiñ-distreiñ a rae an ui etre e zaouarn, en ur soñjal tost da vat e oa o huñvreal, hen flourañ a rae, pokat a rae dezhañ hag en ur bokat dezhañ e lavare:

- Ha bremañ, penaos e vo poazhet? Un alumenn a rin gantañ?... Ket, gwelloc'h poazhat anezhañ war ar plad!... Met daoust ha ne vefe ket muioc'h a vlaz gantañ ma vefe fritet er billig? Pe poazhet tanav evel ui da lonkañ? Nann, kuitañ tra d'ober eo poazhat anezhañ war ar plad pe er baelon: re a c'hoant am eus da zebriñ anezhañ. Kerkent hag ar ger setu eñ o lakaat ur baelon war ur brazouer leun a c'hlaou-bev. Ur bannac'h dour a lakaas er baelon e-lec'h ur bannac'h eoul pe un tamm amann ha pa grogas an dour da zivogediñ, tak! e torras ar gogenn evit lakaat an ui da zeverañ er baelon.

Met e-lec'h gwenn ha melen an ui, e tiflukas dioutañ ur poñsin laouen-holl ha seven-tre. Ur stouadenn vrav a reas en ur lavaret:

- Mil bennozh Doue deoc'h, aotrou Pinocchio. Espernet ho peus din ar boan da derriñ ar gogenn! Kenavo deoc'h, dalc'hit ho krog bepred ha saludoù d'ho tiegezh!

War se e astennas e eskell, e nijas kuit dre ar prenestr chomet digor, hag e steuzias diwar-wel.

 

Ar paourkaezh Pinocchio a chomas skodeget, evel strobinellet, sonn e zaoulagad en e benn, e c'henoù digor-bras hag en e zorn ar gogenn-ui torret. Neuze, deut adarre ennañ e-unan, en em lakaas da ouelañ gant an dizesper, da grial, da skeiñ gant e dreid war an douar en ur lavaret dre e zifronkadennoù:

- Ar gwir a oa gant ar Grilh-Komzer! Ma ne vijen ket tec'het kuit diouzh ar gêr ha ma vije ma zadig amañ, ne vijen ket bremañ o vervel gant an naon! O! gwashat kleñved eo an naon!

Ha peogwir ne ouie ket petra ober evit tennañ peoc'h diouzh e gof hag a soroc'he gwashoc'h eget biskoazh, e soñjas mont er-maez d'ober un droiad betek ar gêriadenn nesañ gant ar spi da gavout un den madelezhus hag a roje dezhañ un tamm bara en aluzen.

Pennad 6  -  Pinocchio a van kousket gant e dreid war ar brazouer ha pa zihun er beure war-lerc'h e kav e dreid losket-holl.

Ret eo lâret e oa homañ ur c'hast a nozvezh-ifern. Kurun a rae ken a rae, evel entanet e oa an oabl gant sklêrijenn lemm al luc'hed hag ur gwall avel yen ha taer o yudal kounnaret e-kreiz ur mell koumoulennad poultr a lakae holl wez ar maezioù da wigourat ha da strakal. Spontet-bras e oa Pinocchio gant ar c'hurun hag al luc'hed, met kreñvoc'h e oa e naon eget e spont. Rak-se e tamzigoras an nor, e skarzhas kuit ha graet gantañ ur c'hant bennak a lammoù en em gavas er gêriadenn, e deod er-maez eus e c'henoù ha dialanet-holl evel ur c'hi-chase.

Kavout a reas pep tra beuzet en deñvalijenn hag en digenvez. Serret e oa ar stalioù, serret dorioù ha prenestroù an tiez ha war ar straed ne oa ket ur penn-ki zoken. Evel pa vije bet e Kêr ar re varv.

Neuze, plaouiet gant an dic'hoanag ha taget gant an naon e pegas Pinocchio e kordenn kloc'h un ti hag e lakaas anezhañ da vrallañ a-vole-vann en ur lavaret dre e soñj:

- Unan bennak a zeuio er prenestr.

Evit gwir e teuas war wel un denig kozh gant ur boned-noz war e benn hag a huchas, hegaset-holl:

- Petra fell deoc'h d'an eur-mañ?

- Hag ar vadelezh ho pefe da reiñ din un tamm bara?

- Gortoz amañ, erru on diouzhtu en-dro, - a respontas an denig kozh en ur soñjal en doa d'ober gant unan eus ar gañfarded divergont hag a gav plijadur o lakaat kleier an tiez da seniñ e-pad an noz evit tregasiñ an dud a-feson kousket sioul ha c'hwek.

Goude un hanter vunutenn e tigoras adarre ar prenestr ha Pinocchio a glevas mouezh an denig kozh o huchal:

- Deus amañ dindan ar prenestr hag astenn da dok.

Diouzhtu e tennas Pinocchio e dok, met dres pa oa o vont d'hen astenn e tapas ur pezh mell barazhad dour war e chouk ha douret e voe penn-kil-ha-troad evel ur podad bleuñv-nadozioù gweñvet.

 

Distroet d'ar gêr gleb-dour-teil, brevet gant ar skuizhder hag an naon ha re zinerzhet da chom en e sav-sonn, en em laoskas Pinocchio da gouezhañ en e azez en ur harpañ e dreid distrempet ha kailharet a-us d'ur brazouer leun a c'hlaou-bev.

Aze e vanas kousket hag e-kreiz e gousk e krogas an tan en e dreid-koad hag e dreid a yeas goustad-goustad da c'hlaou ha neuze da ludu.

Ha Pinocchio, bepred kousket, a zalc'he da ziroc'hal evel pa vije e dreid neket dezhañ met da unan all. A-benn ar fin, war-dro gouloù-deiz, e tihunas rak lopet e oa bet war an nor.

- Piv zo aze? - a c'houlennas en ur vazailhat hag en ur zibikouzañ e zaoulagad.

- Me eo, - a respontas ur vouezh.

Ar vouezh-se a oa hini Geppetto.

Pennad 7  -  Geppetto a zistro d'ar gêr hag a ro d'e vargodenn ar pezh en doa degaset gantañ  evit e zijuni.

Ar paourkaezh Pinocchio, e zaoulagad bepred etre hun ha dihun, n'en doa ket soñjet c'hoazh en e dreid aet da ludu. Rak-se, kerkent ha ma klevas mouezh e dad, en em strinkas diwar ar skabell evit mont d'ar red da zisparlañ an nor; padal, goude bezañ trabidellet div pe teir gwech e kouezhas a-hed e gorf evel ur freilh war al leur.

Ha pa stokas ouzh al leur e reas kement a drouz hag ur sac'had loaioù-pod kouezhet eus pempvet estaj un ti.

- Digor din! - a huche e-keit-se Geppetto diwar ar straed.

- Tadig-me, ne c'hallan ket, - a responte ar vargodenn en ur leñvañ hag en ur ruilhal-diruilhal war al leur.

- Perak ne c'hallez ket?

- Abalamour eo bet debret ma zreid.

- Ha gant piv int bet debret?

- Gant ar c'hazh - eme Pinocchio o welet ar c'hazh o c'hoari hag o lakaat da droidellat, gant e bavioù a-raok, un toullad drailhennoù koad.

- Digor din, a lâran dit! - eme Geppetto ur wech all - peotramant pa zeuin 'barzh an ti, e kasin-me dit ar c'hazh d'ar gêr!

- Ne c'hallan ket chom sonn, kredit ac'hanon. O gwa me! Gwa me! Ret 'vo din bale ma buhez-pad war ma daoulin!...

Geppetto, hag a soñje dezhañ e oa ar garmadennoù-se un dro-gamm all c'hoariet gant e vargodenn, a gavas gwelloc'h lakaat fin d'an abadenn. Krapat a reas ouzh ar voger hag ez antreas en ti dre ar prenestr.

Da gentañ e teuas c'hoant dezhañ da ziavaeziñ e imor, met pa welas e Binocchio astennet war al leur ha manet da vat hep treid, e santas e galon o teneraat. Tapout a reas anezhañ etre e zivrec'h hag e stagas da bokat dezhañ, d'ober dezhañ mil allazig ha mil flourig, ha gant daeroù a levenez o tiverañ war e zivjod e lavaras dre e zifronkadennoù:

- Pinocchio, ma faotrig-me! Penaos 'peus graet evit leskiñ da dreid?

- N'ouzon ket, tadig, met kredit hardizh, honnezh zo bet un nozvezh-ifern ha soñj am bo diouti keit ma vin bev. Tarzh-kurun ha luc'hed-tan, ha me du gant an naon. Hag ar Grilh-Komzer neuze o lâret din: Dleet mat eo dit, drouk out bet, hen gounezet 'peus. Ha me ha lâret dezhañ: Taol evezh, Grilh!... Ha setu eñ o lâret din: Ur vargodenn out hag ur penn-koad az peus, ha me ha stlepel ur morzhol-koad outañ. Marvet eo, met eñ an hini eo a zo kiriek, ne felle ket din lazhañ anezhañ rak goude 'm eus lakaet ur baelon war glaou-bev ar brazouer met ar poñsin zo tec'het kuit en ur lâret: Kenavo deoc'h... saludoù d'ho tiegezh, ha brasoc'h-brasañ oa an naon, ha neuze, an denig kozh-se en e brenestr, gant e voned-noz, en deus lâret din: deus amañ dindan ar prenestr hag astenn da dok, ha me 'm eus tapet ur varazhad dour war ma fenn - n'eo ket un dra vezhus koulskoude goulenn un tamm bara, 'keta? - ha distroet on diouzhtu d'ar gêr ha peogwir em boa bepred naon bras, 'm eus lakaet ma zreid war ar brazouer 'vit en em sec'hañ, ha c'hwi zo distroet ha kavet 'm eus ma zreid losket ha bremañ 'm eus bepred naon, met treid n'em eus ket ken! Aou!... aou!... aou!... aou!...

 

Hag ar paourkaezh Pinocchio a stagas da ouelañ ha da vlejal ken kreñv ma voe klevet e c'harmoù pemp kilometr pelloc'h.

Un dra hepken en doa komprenet Geppetto er brezegenn luziet-se: en em santout a rae e vargodenn prest da vervel gant an naon. Tennañ a reas neuze teir ferenn eus e c'hodell hag en ur reiñ anezhe da Binocchio e lavaras:

- Evit ma dijuni e oa an teir ferenn-mañ, met kontant on da reiñ anezhe dit. Debr anezhe ha ra vezi gwell dioute.

- Ma fell deoc'h e tebrfen ar per-mañ, bezit ar vadelezh da zibluskañ anezhe.

- Dibluskañ anezhe? - a eilgerias Geppetto, souezhet-holl. - Biken n'em bije kredet, ma faotrig, e c'hallfe bezañ ken milzin da veg ha ken figus da staoñ. N'eo ket mat! Ret eo, war an tamm douar-mañ, en em voazañ a-vihanik da vezañ direfus ha da zebriñ eus pep tra rak n'ouzomp ket petra zo en hent evidomp. A bep seurt amzer en devez an den!...

- Moarvat emañ ar gwir ganeoc'h, - eme Pinocchio, - met biken ne zebrin-me ur frouezhenn gant he fluskenn. N'on ket evit gouzañv ar plusk.

Hag an den mat Geppetto, goude bezañ tennet ur gontellig eus e c'hodell ha dastumet e holl basianted, a zibluskas an teir ferenn hag a lakaas ar plusk war ur c'horn eus an daol.

Pinocchio, debret gantañ ar berenn gentañ e daou c'henaouad, a fellas dezhañ skeiñ ar galonenn, met kregiñ a reas Geppetto en e vrec'h en ur lavaret:

- Na sko ket anezhi: pep tra a c'hall bezañ talvoudus er bed-mañ.

- Me avat ne zebrin ket ar galonenn, se zo sur!... - a huchas ar vargodenn en ur zifretañ evel un naer-wiber.

- Piv oar! A bep seurt amzer en devez an den!... - a lavaras adarre Geppetto hep fuloriñ.

Forzh penaos, e-lec'h bezañ skoet dre ar prenestr, e voe lakaet an teir c'halonenn war gorn an daol e-kichen ar plusk.

Ur wech debret, pe lonket kentoc'h, an tri ferenn e laoskas Pinocchio un hir a vazailhadenn hag e lavaras en ur glemmichal:

- Naon 'm eus c'hoazh!

- Ha me, ma faotrig, n'em eus mann ebet ken da reiñ dit.

- Mann ebet, evit gwir, mann ebet?

- N'eus amañ nemet plusk ha kalonennoù-per.

- Ac'hanta! - eme Pinocchio, - ma n'eus netra all, e tebrin ur bluskenn.

Hag e stagas da chaokat. Gweañ a reas e c'henoù da gentañ met neuze, amzer ur serr-lagad, e voe lonket gantañ an holl bluskennoù an eil war-lerc'h eben, ha war-lerc'h ar pluskennoù ar c'halonennoù ivez. Peurzebret pep tra gantañ e skoas laouen-holl war e gof gant e zaouarn hag e lavaras en ur dridal gant al levenez:

- Bremañ, ya, en em gavan mat!

- Gwelet a rez, eta, - eme Geppetto, - ar gwir oa ganin pa lâren dit ne oa ket mat bezañ re vilzin ha re figus. Ma faotr ker, n'ouzomp ket petra zo en hent evidomp war an tamm douar-mañ. A bep seurt amzer en devez an den.

Pennad 8  -  Geppetto a fard treid nevez da Binocchio hag a werzh e borpant evit prenañ ur groaz-Doue dezhañ.

A-vec'h torret d'e naon e stagas Pinocchio da c'hrozmolat ha da c'harmat, rak fellout a rae dezhañ kaout daou droad nevez.

Geppetto, avat, evit reiñ dezhañ ur gentel goude an dro-gamm c'hoariet gantañ, hen laoskas da c'harmat ha da zic'hoanagiñ e-pad un hanter-devezh; neuze e lavaras dezhañ:

- Ha perak e tlefen ober dit treid nevez? Evit gwelet ac'hanout o tec'hel adarre diouzh ar gêr marteze?

- Prometiñ a ran deoc'h - eme ar vargodenn etre he difronkadennoù - bezañ fur hiviziken.

- An holl vugale, - eme Geppetto, - a gomz evel-se pa fell dezhe kaout un dra bennak.

- Prometiñ a ran deoc'h mont d'ar skol, studiañ hag ober enor deoc'h.

- An holl vugale, pa fell dezhe kaout un dra bennak, a lavar hag a adlavar ar memes kaoz.

- Me avat, n'on ket evel ar vugale all! Gwelloc'h on eget an holl re all ha lâret a ran bepred ar wirionez. Prometiñ a ran deoc'h, tadig, deskiñ ur vicher ha dont da vezañ harp ha frealz ho kozhni.

Geppetto, daoust dezhañ d'ober e fas tonton doujoù, a oa leun e zaoulagad a zaeroù ha gwasket e oa e galon gant ar boan a c'houzañve o welet e baourkaezh Pinocchio en ur stad ken truezus. Rak-se ne lavaras ket hiroc'h, met kregiñ a reas en e vinvioù, tapout a reas daou damm koad sec'h-mat hag e stagas da labourat gant kalz a entan.

Ne oa ket tremenet un eurvezh ma oa an treid graet ha fardet. Daou droadig mibin, skañv ha nervus hag a seblante bezañ bet turgnet gant un arzour ijinet-dreist.

Neuze e lavaras Geppetto d'e vargodenn:

- Serr da zaoulagad ha kousk!

Serriñ a reas Pinocchio e zaoulagad hag e reas van d'en em reiñ da gousket. Ha tra ma rae van da vezañ kousket e stekas Geppetto an daou droad en o flas gant un tammig peg teuzet e-barzh ur gogenn-ui. Ken brav labour a reas ma ne vije bet den evit gouzout pelec'h e oa ar vevenn etre an treid hag an divhar.

Kerkent ha ma welas en doa adarre daou droad ouzh e ziv c'har, e sailhas Pinocchio diwar an daol ma oa astennet warni hag e krogas da fringal ha d'ober lammoù-chouk-e-benn evel pa vije aet sot gant al levenez.

- Evit paeañ deoc'h kement ho peus graet evidon - eme Pinocchio d'e dadig - ez in diouzhtu d'ar skol.

- Brav ma faotr!

- Met evit mont d'ar skol, 'm eus ezhomm eus un tamm dilhad.

Geppetto, paour evel ma oa, n'en doa gwenneg ebet en e c'hodell. Neuze e reas dezhañ ur gwiskamant gant paper bleuniet, ur re votoù gant un tamm ruskenn hag ur bonedig gant minvig bara.

Diouzhtu e redas Pinocchio da welet e skeudenn melezouret e dour ur varazh ha kement a stad a voe ennañ ma lavaras, en ur rodal evel ur paun:

- Feson un aotrou zo warnon!

- Gwir eo, - eme Geppetto, - ha dalc'h soñj eus an dra-mañ: ar pezh a ra d'un den bezañ un aotrou n'eo ket ur gwiskamant kaer, met kentoc'h ur gwiskamant naet ha kempenn.

- Pa soñjan, - a droc'has ar vargodenn, - mankout a ra din c'hoazh un dra evit mont d'ar skol: kaeroc'h 'zo, mankout a ra din ar pep pouezusañ.

- Da lâret eo?

- Mankout a ra din ur groaz-Doue.

- Ar gwir zo ganit: met penaos kaout unan?

- Ken aes ha tra: n'eus ken 'met mont d'ur stal levrioù ha prenañ unan.

- Hag ar gwenneien?

- Me, n'em eus ket a wenneien.

- Na me kennebeut, eme an den kozh, trist e benn.

Ha Pinocchio, evitañ da vezañ ur paotrig sart ha drant, a zeuas da vezañ trist ivez, rak an dienez, an dienez wirion, a vez meizet gant an holl, bugale hag all.

- Gortoz! - a huchas Geppetto a-daol trumm en ur lammat en e sav. Neuze e wiskas e gozh porpant fustenn tammet ha mil-dammet hag e redas e-maez an ti.

Nebeut goude e oa distro: ha pa erruas e oa gantañ en e zorn ur groaz-Doue evit e vabig, met e borpant ne oa ket mui gantañ war e gein. E korf e roched e oa ar paourkaezh den hag erc'h a rae er-maez.

- Hag ho porpant, tadig?

- Gwerzhet 'm eus anezhañ?

- Perak 'peus gwerzhet anezhañ?

- Re domm e oa din.

Diouzhtu e komprenas Pinocchio ar respont-se ha, dic'houest da herzel ouzh lusk e galon vat, e lammas e kerc'henn Geppetto hag e stagas da bokat-dibokat d'e zremm.

Pennad 9  -  Pinocchio a werzh e groaz-Doue evit mont da welet c'hoarivaig ar  margodennoù.

Pa baouezas an erc'h da gouezhañ, e kemeras Pinocchio penn an hent a gase d'ar skol, e groaz-Doue nevez-flamm dindan e gazel. Ha tra ma kerzhe e leze mil rambreadenn da drotal en e empennig hag e save mil kastell el loar, kaer pe gaeroc'h holl.

- Hirie er skol e teskiñ lenn, warc'hoazh e teskin skrivañ hag an deiz goude e teskin ober gant an niveroù. Neuze, gant ma deskadurezh, e c'hounezin arc'hant forzh pegement ha gant ar gwenneien kentañ am bo em godell e lakain ober ur brav a borpant mezher d'am zadig.

Petra lâran? Mezher? Ur porpant arc'hant hag aour 'fell din reiñ dezhañ, ha gant nozelennoù diamant. Hen gounezet en deus da vat, ar paourkaezh den, rak evit prenañ levrioù ha reiñ deskadurezh din en deus 'n em lakaet e korf e roched... gant ur seurt yenijenn! N'eus nemet an tadoù hag a zo gouest d'en em aberzhiñ evel-se!...

Tra ma oa o komz outañ e-unan, fromet-holl, e kredas dezhañ klevet er pellder ur son pifoù ha trouz ur vandore: pif-pif-pif, boum-boum-boum.

Chom a reas a-sav da selaou. Dont a rae ar muzik-se eus penn pellañ ur straed hag a gase d'ur gêriadennig vihan bet savet war aod ar mor.

- Petore muzik eo hemañ? Ha me a rank mont d'ar skol, pebezh truez, rak a-hend-all...

Hag e chomas aze, daoubennet. Mod pe vod, e oa ret dezhañ ober e soñj: mont pe d'ar skol pe da selaou ar pifoù.

- Hirie ez in da selaou ar pifoù ha warc'hoazh d'ar skol: amzer zo evit mont d'ar skol, -a lavaras a-benn ar fin al lampon-mañ gant ur c'hruz d'e zivskoaz.

Kerkent hag ar ger, setu eñ o treuziñ ar c'hroazhent hag o redek ken-ha-ken. Seul vui ma rede, seul fraeshoc'h e kleve son ar pifoù ha trouz ar vandore: pif-pif-pif... boum-boum-boum.

Ha setu m'en em gavas e-kreiz ur blasenn leun a dud tolpet en-dro d'ur mell stal-foar graet gant koad ha lien lieslivet.

- Petra eo ar stal vras-se? - a c'houlennas Pinocchio digant ur paotrig eus ar gêriadenn.

- Lenn ar skritell hag e ouezi, skrivet eo warni.

- Kontant e vefen da lenn anezhi, met hirie end-eeun n'ouzon ket lenn.

- Pebezh azen! Neuze e lennin-me. Klev eta: skrivet eo war ar skritell-mañ, gant lizherennoù ruz-tan: C'HOARIVA BRAS AR MARGODENNOÙ...

- Boulc'het eo an abadenn abaoe pell 'zo?

- Emañ dres o teraouiñ.

- Ha pegement vez paeet evit mont e-barzh?

- Pevar gwenneg.

Paket gant terzhienn ar ranellerezh, ne glaskas ket Pinocchio derc'hel war e c'hoant hag e c'houlennas, hep tamm mezh, digant ar paotrig a oa o komz gantañ:

- Reiñ a rafes din pevar gwenneg betek warc'hoazh.

- Kontant e vefen da reiñ anezhe dit, - a respontas egile en ur ober goap outañ, met hirie end-eeun ne c'hallan ket.

- Evit pevar gwenneg e werzhan dit ma chupennig, - eme neuze ar vargodenn.

- Petra fell dit e rafen gant ur chupennig e paper bleuniet? Ma kouezh ar glav warni ne c'hallin ket ken lemel anezhi diwar ma chouk.

- C'hoant 'peus da brenañ ma botoù?

- Mat int da vagañ an tan.

- Pegement e roez din evit ar boned?

- Ur gaer a brenadenn e gwirionez! ur boned e minvig-bara! Evit ma teufe al logod war ma fenn da zebriñ anezhañ!

- War ar c'hrilh e oa Pinocchio. C'hoant en doa da ginnig un dra all met ne grede ket ober, etre daou vennozh e oa, termal a rae ha gouzañv. A-benn ar fin e lavaras:

- Reiñ a rafes din pevar gwenneg evit ar groaz-Doue nevez-mañ?

- Ur bugel on, ha ne brenan netra digant ar vugale all, - a respontas e gendivizer bihan hag en doa kalz muioc'h a skiant-vat egetañ.

- Evit pevar gwenneg, e prenan-me ar groaz-Doue, - a huchas ur pilhaouer hag en doa klevet ar gaoz.

Gwerzhet e voe al levr diouzhtu-dak. Ha soñjal e oa ar paourkaezh Geppetto er gêr, o krenañ gant ar riv e korf e roched, goude bezañ prenet ur groaz-Doue d'e vabig!

Pennad 10  -  Ar margodennoù a anavez o breur Pinocchio hag a ra gouel bras dezhañ. A-greiz pep kreiz, avat, e teu ar margodenner Debrer-Tan ha setu Pinocchio en arvar d'ober ur gwall fin.

Pa antreas Pinocchio e c'hoarivaig ar margodennoù e c'hoarvezas un dra hag a lakaas tost da vat freuz ha reuz da sevel.

Ret eo gouzout e oa savet ar stign ha boulc'het an abadenn.

War al leurenn e oa Harlikin ha Polichinel o tabutal evel boaz hag o kinnig lakaat, eus an eil momed d'egile, ar palvadoù hag ar bazhadoù da vont en-dro.

An arvesterien, hag a heulie gant aked an abadenn, a c'hoarzhe a-lazh-korf o klevet an teodadoù eskemmet gant an div vargodenn o jestraouiñ hag o teurel a bep seurt anvioù an eil d'eben en un doare ken naturel ma vije kredet e oa anezhe daou grouadur bev eus ar bed-mañ.

Met a-daol-trumm e chomas Harlikin a-sav, hag en ur dreiñ war-gaout an arvesterien e tiskouezas gant e viz unan bennak e foñs ar sal hag e stagas da grial war un ton leun a stambouc'h: 

- Doue bras an Neñvoù! daoust ha dihun on pe o huñvreal? Hennezh du-se, en traoñ, hennezh eo Pinocchio!...

- Pinocchio eo, sur ha n'eo ket marteze! - a huchas Polichinel.

- Evit gwir, eñ an hini eo! - a skiltras an itron Rosaura eus penn pellañ al leurenn en ur astenn he gouzoug.

- Ya, Pinocchio! Pinocchio! a youc'he an holl vargodennoù a-unvouezh en ur zifoupañ a-lammoù diouzh an adleurenn.

Pinocchio eo! Hor breur Pinocchio eo! Bevet Pinocchio.

- Pinocchio, deus 'ta da grec'h d'am c'haout, - a hopas Harlikin, - deus d'en em deurel etre divrec'h da vreudeur koad!

 

Evel respont d'ar bedadenn hegarat-se e reas Pinocchio ur mell lamm hag eus foñs ar sal e sailhas betek ar renkennadoù kentañ; neuze e reas ul lamm all hag eus ar renkennadoù kentañ e sailhas war benn ar blenier laz-seniñ hag alese en em strinkas  war al leur-c'hoari.

Ne c'haller ket taolenniñ ar briatadoù, ar pokadennoù, ar stardadennoù, an taolioùigoù tener hag an holl aroueziou all a vignoniezh feal hag a vreudeuriezh wirion a resevas Pinocchio e-touez ar jabadao graet en-dro dezhañ gant aktourien hag aktourezed ar strollad margodennoù.

N'eus ket da lâret, fromus e oa an arvest. Met ar sellerien, o welet n'ez ae ket ken an abadenn en-dro, a gollas pasianted hag en em lakaas da huchal:

- Ar pezh-c'hoari 'fell dimp gwelet, ar pezh-c'hoari!

Poan gollet, rak ar margodennoù, e-lec'h adstagañ gant an abadenn a reas brasoc'h cholori c'hoazh hag a youc'has kreñvoc'h-kreñvañ. Ha goude bezañ sammet Pinocchio war o divskoaz e rejont gantañ tro al leurenn dindan sklêrijenn ar c'hleuzeurioù.

Neuze e teuas er-maez ar margodenner, un den ken divalav ma oa ur spont e welet. Bez' en doa ur barv du-pod hir-hir hag a dape eus e elgez betek an douar, ken n'halle ket bale hep bresañ anezhañ dindan e dreid. E c'henoù a oa ken ledan hag ur forn, e zaoulagad a denne da zaou letern gant bep a lutig war elum a-drek o gwerennoù ruz, ha gant e zaouarn e stlake ur skourjez vras graet gant naered ha lostoù lern plezhennet ha kenweet.

 

Gant donedigezh dic'hortoz ar margodenner, e tavas an holl: ne grede hini ebet ken tennañ e alan. Klevet e vije bet ur gelienenn o nijal. Krenañ a rae ar paourkaezh margodennoù, paotred ha merc'hed, evel kement a zeliennoù.

- Perak out deut da lakaat trubuilh em c'hoariva? - a c'houlennas ar margodenner ouzh Pinocchio gant ur vouezh re-bar da hini ur roñfl tapet gantañ ur c'horfad sifern.

- Kredit ac'hanon, aotrou, n'eo ket me a zo kaoz!...

- Trawalc'h gant se! Fenoz e vo reizhet hor c'hoñchoù.

Ha setu, goude fin an abadenn, ez eas ar margodenner d'ar gegin 'lec'h m'en doa aozet, evit e goan, ur brav a zañvad hag a oa o rostañ goustadik ouzh ar ber. Ha peogwir n'en doa ket keuneud a-walc'h evit peurrostañ ar c'hig, e c'halvas Harlikin ha Polichinel hag e lâras dezhe:

- Degasit din ar vargodenn a gavoc'h ispilhet ouzh un tach. Graet eo, war a seblant, gant koad sec'h-kenañ ha pa vo stlapet en tan em bo a-dra-sur ur gaer a c'horadenn dindan ar rost.

Da gentañ e chomas Harlikin ha Polichinel etre daou soñj, met sentiñ a rejont a-benn ar fin ouzh o mestr, abafet ma oant gant ar selloù du a daole warne. Nebeut goude, setu int distro er gegin, ar paourkaezh Pinocchio o tifretañ war o divrec'h evel ur silienn tennet eus an dour hag o yudal gant an dizesper:

- Ma zadig-me, deuit d'am sikour! Ne fell ket din mervel, ne fell ket din mervel!...

Pennad 11  -  Debrer-Tan a ziroll da streviañ hag a bardon da Binocchio; hemañ neuze a ziwall e vignon Harlikin diouzh ar marv.

Ne c'haller ket nac'h e oa gant ar margodenner Debrer-Tan (e anv e oa) seblant un den spouronus; seul spouronusoc'h ma touge ur pikol barv du hag a c'holoe e gof hag e zivhar penn-da-benn evel un davañcher. E don e askre, avat, ne oa ket drouk. Hen diskouez a reas pa voe douget dirakañ ar paourkaezh Pinocchio hag a zifrete mar gouie en ur yudal «Ne fell ket din mervel, ne fell ket din mervel!». Diouzhtu e voe fromet gant an druez ha goude bezañ moustret ur pennad mat war e from e voe trec'het gantañ hag e reas ur streviadenn dregernus.

Harlikin hag a oa chomet en e souched, glac'haret evel ur pesk en ur bod lann, a voe laouenaet bras gant ar streviadenn-se hag en ur stouiñ war-du Pinocchio e lavaras dezhañ e chuchumuchu:

- Neventi vat, breur kozh. Streviet en deus ar margodenner ha kement-se a ziskouez en deus truez ouzhit. Bremañ out saveteet.

Hag evit gwir, tra ma kustum an holl dud leñvañ, pe da vihanañ ober van da sec'hañ o daoulagad pa gemeront truez ouzh unan bennak, en doa Debrer-Tan an tech da streviañ ken lies gwech m'en em sante teneraet da vat. Se a oa un doare evel un all da ziavaezañ kizidigezh e galon.

Goude bezañ streviet, e adkemeras ar margodenner e vouezh c'hros hag e huchas da Binocchio:

- Paouez da ouelañ! Ur pistig zo deut din e poull ma c'halon gant da c'harmadennoù... Poan a sko din dre ma c'horf, ha ken buan all... Strimp! strimp! - hag e reas div streviadenn all.

- Yec'hed deoc'h! - eme Pinocchio.

- Trugarez dit! Ha bev eo c'hoazh da dadig ha da vammig? a c'houlennas Debrer-Tan.

- Ma zadig zo bev, met biskoazh n'em eus anavezet ma mammig.

- Piv oar petore displijadur en dije da baourkaezh tad ma vijes stlapet bremañ 'touez ar glaouennoù ruz! Paourkaezh kozh! Truez 'm eus outañ!... Strimp! strimp! strimp! - hag e reas teir streviadenn all.

- Yec'hed deoc'h! - eme Pinocchio.

- Trugarez dit! A-hend-all, ret eo ivez kaout truez ouzhin-me rak, evel ma welez, ne chom tamm keuneud ebet ganin evit peurrostañ an dañvad-mañ ha ganit-te, kement ha lâret ar wirionez, e vijen bet milrikouret! Bremañ avat on deut da drueziñ ouzhit, na petra 'ta! En da lec'h e vo lakaet ur vargodenn eus ma Strollad da zeviñ dindan ar ber... Ola! archerien!

D'ar galv-se e teuas diouzhtu daou archer koad, hir-hir, sec'h-sec'h, gant un tok daougornek war o fenn hag ur sabrenn noazh en o dorn.

Neuze, gant ur vouezh raouliet, e lavaras ar margodenner dezhe:

- Tapit din an Harlikin-mañ, stagit anezhañ ervat ha goude stlapit anezhañ en tan da zeviñ. Fellout a ra din e vefe rostet-mat ma dañvad!

Paourkaezh Harlikin, soñjit 'ta! Ken bras e voe e spont ma vankas e zivhar dindanañ ha ma kouezhas d'an douar war e c'henoù.

Dirak un arvest ken skrijus, en em strinkas Pinocchio ouzh treid ar margodenner hag en ur ouelañ ken dourek ma c'hlebias gant e zaeroù holl vlevennoù e varv hir-meurbet, e lavaras, gant ur vouezh aspedus:

 

- Truez, aotrou Debrer-Tan!...

- Amañ n'eus ket a aotrounez! - a eilgerias ar margodenner war un ton rust.

- Truez, aotrou Marc'heger!...

- Amañ n'eus ket a varc'hegerien!...

- Truez, aotrou Kemenedour!

- Amañ n'eus ket a gemenedourien!

- Truez, Ho Meurded!...

O klevet ober Ho Meurded dioutañ e rontaas ar margodenner e c'henoù, ha, deut a-daol-trumm da vezañ hegaratoc'h ha kuñvoc'h e lavaras da Binocchio:

- Neuze, petra fell dit diganin?

- Trugarez a c'houlennan evit ar paourkaezh Harlikin!...

- Na trugarez na tra. Goude bezañ bet truez ouzhit, e rankan lakaat anezhañ en tan pa fell din e vefe rostet-mat ma dañvad.

- Neuze, - a huchas Pinocchio gant balc'hder, en ur sonnaat e gorf hag en ur stlepel e voned minvig-bara pell dioutañ - neuze e ouzon pelec'h emañ ma dever. Dao, aotrounez archerien! Stagit ac'hanon ha taolit ac'hanon e-touez ar flammoù. Nann, n'eo ket reizh lakaat ar paourkaezh Harlikin, ma mignon feal, da vervel evidon!...

Ar c'homzoù-se, distaget a vouezh uhel war un ton harozel, a dennas daeroù digant an holl vargodennoù o doa gwelet an arvest-se. An archerien o-unan, evite da vezañ graet gant koad, a ouele evel daou oanig-denañ.

Da gentañ e chomas Debrer-Tan dibleg ha difiñv evel un tamm skorn: neuze avat, goustad-goustad, e teuas eñ ivez da fromañ ha da streviañ. Ha goude peder pe bemp streviadenn e tigoras bras e zivrec'h hag e lavaras de Binocchio:

- Ur paotr mat-kenañ out-te! Deus 'ta ha ro din ur pok.

Diouzhtu e redas Pinocchio davet ar margodenner ha goude bezañ krapet evel ur gwiñver ouzh e varv e roas dezhañ, war veg e fri, ur pok eus ar re vravañ.

- Trugarez zo graet din neuze? - a c'houlennas ar paourkaezh Harlikin gant ur vouezhig dister ha mouget.

- Trugarez zo graet dit! - a respontas Debrer-Tan. Neuze, gant un hej d'e benn e ouzhpennas en un huanad: - Ac'hanta! Hirie e vo ret din debriñ un dañvad hanter-boazh, met ur wech all, gwa d'an hini a sacho ar c'harr war e gein!...

Pa glevjont e oa troet an traoù da vat, e tiredas an holl vargodennoù war al leur-c'hoari ha goude bezañ enaouet ar gouleier evel da geñver un nozvezh-gouel e stagjont da lammat ha da zañsal. Da darzh-an-deiz e oant bepred o tañsal.

Pennad 12  -  Ar margodenner Debrer-Tan a brof da Binocchio pemp pezh-moneiz aour da reiñ d'e dadig Geppetto. Pinocchio, avat, touellet gant al Louarn hag ar C'hazh a ya kuit gante.

An deiz war-lerc'h e c'halvas Debrer-Tan Pinocchio a-gostez hag e c'houlennas outañ:

- Pe anv eo da dad?

- Geppetto.

- Ha pe vicher a ra?

- Hini ar paour.

- Gounit mat a ra?

- Gounit a ra dres ar pezh a zo ezhomm evit en em gavout bepred hep ur gwenneg toull en e c'hodell. Soñjit 'ta, evit prenañ din kroaz-Doue ar skol en deus ranket gwerzhañ ar porpant a oa gantañ war e gein: e borpant nemetañ, tammet ha mil-dammet ken e oa un druez.

- Paourkaezh diaoul! Tost eo din trueziñ outañ. Setu amañ pemp pezh-moneiz aour. Kerzh diouzhtu d'o c'has dezhañ ha salud anezhañ em anv.

Evel ma c'haller soñjal, e lavaras Pinocchio mil bennozh Doue d'ar margodener hag e vriatas unan-hag-unan holl vargodennoù ar Strollad, betek an archerien zoken. Neuze, trelatet gant al levenez, e kemeras penn e hent evit distreiñ d'ar gêr.

Met n'en doa ket graet c'hoazh un hanter kilometr ma kavas war e hent ul Louarn gant ur c'har gamm hag ur c'hazh gant daou lagad dall o vont war o nañv, an eil o skoazellañ egile evel daou gompagnun-mizer. Al Louarn kamm en em harpe war ar C'hazh evit bale hag ar C'hazh dall a oa bleniet gant al Louarn.

 

- Deiz mat dit, Pinocchio, eme al Louarn gant ur salud hegarat.

- Penaos e ouzout-te ma anv? - a c'houlennas ar vargodenn?

- Anaout a ran mat da dadig.

- Pelec'h 'peus gwelet anezhañ?

- Dec'h em boa gwelet anezhañ war dreujoù e zor.

- Oc'h ober petra e oa?

- E korf e roched e oa, o krenañ gant ar riv.

- Ma faourkaezh tadig! Mar plij gant Doue, diwar hirie ne greno ket ken!...

- Perak?

- Abalamour ma'z on deut da vezañ un aotrou bras.

- Te, un aotrou bras? - eme al Louarn hag a laoskas ur c'hoarzhadenn rust ha godisus. Ar C'hazh a c'hoarzhe ivez, met en ur gribañ e vourroù gant e bavioù a-raok, kuit da vezañ gwelet o c'hoarzhin.

- N'eus ket peadra da c'hoarzhin - a huchas Pinocchio, feuket. - Displijout a ra din  ober avi deoc'h, met setu amañ, ma'z oc'h gouest da varn, pemp pezh-moneiz aour eus ar re vravañ.

Hag e tennas er-maez ar pezhioù-moneiz en doa bet e prof gant Debrer-Tan.

Ouzh son plijus ar pezhioù-moneiz e fiñvas al Louarn dirat-kaer hag e astennas e c'har a seblante mac'hagnet tra ma tislontre ar C'hazh e zaoulagad deut da vezañ heñvel ouzh daou letern glas-gwer. O serriñ a reas avat ken buan all, ha Pinocchio ne welas mann.

- Ha bremañ, - a c'houlennas al Louarn, - petra 'peus c'hoant d'ober gant da bezhioù-moneiz?

- Da gentañ holl, - a respontas ar vargodenn, - e fell din prenañ d'am zadig ur brav a borpant nevez, holl alaouret hag arc'hantet gant nozelennoù e diamantoù ha goude e prenin ur groaz-Doue evidon-me.

- Evidout?

- Ya 'vat, rak c'hoant am eus da vont d'ar skol ha d'en em lakaat a-zevri  da studiañ.

- Sell 'ta ouzhin! - eme al Louarn. - Abalamour d'am c'hoant diboell da studiañ, em eus kollet ur c'har.

- Sell 'ta ouzhin! - eme ar C'hazh. - Abalamour d'am c'hoant diboell da studiañ, em eus kollet ar gweled em daou lagad.

E-keit-se, ur voualc'h wenn hag a oa kludet en ur c'harzh war vord an hent, a laoskas he c'hwibanadenn voas hag a lavaras:

- Pinocchio, arabat dit sentiñ ouzh alioù ar falsvignoned, kerse vo ganit!

Paourkaezh moualc'h, ra vije chomet sioul! En ul lamm e voe ar C'hazh warni hag hep reiñ amzer dezhi da rannañ grik e lonkas anezhi en ur genaouad, pluñv hag all.

Ur wech debret ar voualc'h ha puret e c'henoù, e serras ar C'hazh e zaoulagad hag en em lakaas adarre d'ober an dall evel a-raok.

- Paourkaezh moualc'h! - a lavaras Pinocchio d'ar C'hazh, - perak 'peus c'hoariet dezhi un dro ken vil?

- Evit reiñ ur gentel dezhi. Evel-se e tesko, a-benn ur wech all, chom hep lakaat he zeod e kaozioù ar re all.

Erruet tremen hanter-hent e chomas al Louarn a-sav hag e lavaras a-daol-trumm d'ar vargodenn:

- C'hoant 'peus da lakaat da bezhioù aour da greskiñ?

- Da lâret eo?

- C'hoant 'peus d'ober, eus da bemp pezh-moneiz, ur yalc'had a gant, mil ha daou vil?

- Evel-just! Hag e pe zoare?

- En un doare aes-kenañ. N'ez peus ket 'met mont ganimp e-lec'h distreiñ d'ar gêr.

- Ha da belec'h e vin kaset ganeoc'h?

- Da vro ar Yannoù Peul.

E-pad ur predig e chomas Pinocchio da soñjal ha neuze e lavaras, start e vouezh:

- Nann, ne fell ket din mont ganeoc'h. Tost erru on bremañ ha c'hoant 'm eus da zistreiñ d'ar gêr, lec'h m'emañ ma zadig o c'hortoz ac'hanon. Ar paourkaezh kozh, piv oar pebezh huanadennoù en doa laosket dec'h o welet ne zeuen ket en-dro. Ur mab fallakr on bet re alies hag ar gwir a oa gant ar Grilh-Komzer pa lavare: «ne c'hall ket ar vugale disuj ober berzh er bed-mañ». Hen desket em eus diwar ma c'houst rak kalz taolioù divalav zo c'hoarvezet ganin ha dec'h end-eeun, e ti Debrer-Tan, e oan en ur blegenn gwall arvarus... Brrr! Kroc'hen-naer a zeu din pa soñjan en dra-se!

- Evel-se, - eme al Louarn, - e fell dit mont d'ar gêr? Kae 'ta neuze ha gwazh a-se evidout!

- Gwazh a-se evidout! - eme ar C'hazh war e lerc'h.

- Soñj ervat, Pinocchio, rak fae a rez war ar fortun.

- War ar fortun! - eme ar C'hazh war e lerc'h.

- Etre hirie ha warc'hoazh, e c'hallfe da bemp pezh-aour dont da vezañ daou-vil.

- Daou-vil! - eme ar C'hazh war e lerc'h.

- Met penaos 'ta e c'hallont kreskiñ kement-se? - a c'houlennas Pinocchio hag a oa chomet sebezet, e c'henoù gantañ war nav eur.

- Ez an da zisplegañ dit an dra, - eme al Louarn. - Klev mat! E bro ar Yannoù Peul ez eus ur park benniget anvet gant an holl Park ar Burzhudoù. Er park-se e c'halli kleuzañ un toull bihan ha plantañ ennañ ur pezh aour. Neuze, goude bezañ goloet an toullig gant un dornad douar, n'az po ken 'met skeiñ daou gelorniad dour-feunteun hag ur strinkadenn holen warnañ ha mont dibreder da gousket. E-pad an noz e kellido hag e vleunio ar pezh aour hag an deiz war-lerc'h ar beure, petra a gavi pa zistroi d'ar park? Kavout a ri ur wezenn gaer karget a bezhioù aour ken niverus ha greunennoù ur penn-ed e miz Even.

- Neuze 'ta, - eme Pinocchio, divarc'het mui-ouzh-mui gant ar sebez, - ma touaran ma femp pezh aour er park-se, pet pezh aour a gavin er beure war-lerc'h?

- Aes-kenañ eo ober ar gont, - a respontas al Louarn, - ur gont hag a c'hallez-te ober war vegoù da vizied. Lakaomp ez po, diwar pep hini eus da bezhioù aour, un druilhad a bemp-kant pezh aour: lieskement neuze pemp-kant gant pemp hag er beure war-lerc'h ez po daou-vil pemp-kant pezh aour sklintin ha stirlink ez kodell.

- Na pegen brav! - a huchas Pinocchio o tañsal gant al levenez. - Kerkent hag am bo dastumet ar pezhioù aour, e kemerin evidon daou-vil anezhe ha deoc'h ho-taou e roin ar pemp-kant pezh all e prof.

- Ur prof dimp-ni? - a huchas al Louarn gant fae, war un ton feuket. - Doue ra viro!

- Doue ra viro! - eme ar C'hazh war e lerc'h.

- Ni, - a gendalc'has al Louarn, - ne labouromp ket evit ober yalc'h; labourat a reomp evit pinvidikaat ar re all.

- Ar re all! - eme ar C'hazh war e lerc'h.

- Na pebezh tud a zoare! - a soñjas Pinocchio en e greiz. Hag ankounaet gantañ en un taol e dadig, ar porpant nevez, ar groaz-Doue hag e holl vennadoù fur, e lavaras d'al Louarn ha d'ar C'hazh:

- Dao en hent. Mont a ran ganeoc'h.

Pennad 13  -  Ostaleri ar Grilh-dour Ruz

Dre forzh kerzhout ha kerzhout bepred e tegouezhjont da serr-noz, skuizh-marv, dirak ostaleri ar Grilh-Dour Ruz.

- Greomp un harp amañ, - eme al Louarn, - kement ha  debriñ un tamm ha diskuizhañ un eurvezh bennak. Goude, e tro hanternoz, e loc'himp adarre ha warc'hoazh, da darzh-an-deiz, e vimp erru e Park ar Burzhudoù.

Antreet en ostaleri, ez azezjont o-zri ouzh taol, met hini ebet anezhe n'en doa c'hoant da zebriñ.

Ar paourkaezh Kazh, klañv da vat gant an droug-kof, ne c'hallas debriñ nemet pemp  ha tregont a veilhed aozet gant chaous tomatez, ha pevar asiedad stripoù mod Parma. Ha dre ma kave dezhañ ne oa ket temzet mat ar stripoù, e c'houlennas teir gwech ma vije degaset dezhañ amann ha fourmaj rasklet!

C'hoant a-walc'h en dije bet al Louarn da skrapat, eñ ivez, un dra bennak. Met gourc'hemennet e oa bet dezhañ gant ar medisin krennañ war e voued ha setu ma rankas tremen gant ur c'had c'hwek-ha-kreñv servijet gant un toulladig polezi lardet ha kigi yaouank diwar o c'hentañ kan. Goude ar c'had, kement ha digeriñ e galon, e c'houlennas ur fritadell klujiri, konikled, gleskered, glazarded ha rezin ar baradoz. Met goude-se ne c'houlennas mann ebet ken. Kement a zoñjer en doa ouzh ar boued, emezañ, ma ne oa ket evit kas an disterañ tamm d'e c'henoù.

Pinocchio an hini eo a zebras an nebeutañ. Goulenn a reas ur meudad kraoñ hag ur c'horniad bara hag e lezas pep tra war an asied. Ar paourkaezhig, sorc'hennet-mik gant Park ar Burzhudoù, en doa graet dre e soñj ur re-gofad a bezhioù aour.

 

Goude koan e lavaras al Louarn d'an ostiz:

- Roit dimp div gambr vat, unan evit an aotrou Pinocchio hag eben evidon-me hag evit ma c'heneil. A-raok mont kuit e raimp ur c'hrogad kousked, met arabat deoc'h disoñjal e fell dimp bezañ dihunet da hanternoz evit derc'hel gant hor beaj.

- Ya, Aotrounez, - eme an ostiz gant ur wilc'hadenn ouzh al Louarn hag ar C'hazh evel da lavaret: «Degoue'et eo ba'r gêr, intentet eo!...».

Kerkent hag aet en e wele e vanas Pinocchio kousket hag e krogas da huñvreal. Dre e huñvre en em wele e-kreiz ur park hag ar park-se a oa leun a vodennoù karget a vlokadoù frouezh hag ar frouezh-se a oa pezhioù aour, hejet-dihejet gant an avel hag a rae ding, ding, ding, evel da lavaret: «neb en deus c'hoant ra zeuio d'hor c'hutuilh». Met pa oa Pinocchio e barr al levenez, e zorn astennet evit dastum ar pezhioù aour hag o bountañ en e c'hodell, e voe dihunet trumm gant tri zaol taer skoet ouzh dor ar gambr.

An ostiz an hini oa, deut da lavaret dezhañ e oa sonet an hanternoz.

- Ha prest eo ivez ma c'hompagnuned? - a c'houlennas ar vargodenn.

- Prest ha tremen prest! Aet int kuit div eur zo.

- Perak 'ta kement a hast?

- Abalamour m'en deus bet ar C'hazh ar c'heloù e oa deut d'e gazhig henañ goañvennoù en e dreid, ken m'emañ bremañ war var e vuhez.

- Ha paeet o deus o c'hoan?

- Na petra soñjit? Ar re-se zo kalz re seven evit ober ur seurt dismegañs deoc'h, Aotrou!

- Gwazh a se! Plijet-bras e vijen bet gant ur seurt dismegañs! - eme Pinocchio en ur skrabat e benn. Neuze e c'houlennas:

- Ha lâret o deus ma mignoned vat pelec'h e vint o c'hortoz ac'hanon.

- E Park ar Burzhudoù, warc'hoazh ar beure, da darzh-an-deiz.

Paeañ a reas Pinocchio ur pezh aour evit e goan hag hini e zaou gompagnun hag ez eas kuit.

Bez' e c'haller lavaret ez eas kuit a-dastorn rak gant an deñvalijenn du-sac'h a oa o ren e-maez an ostaleri ne wele ket an hent dirakañ. Er maezioù tro-war-dro ne gleved ket un delienn o krenañ. Ne oa nemet melloù laboused-noz o nijal a-us d'an hent eus an eil garzh d'eben. Dont a raent da flapañ o divaskell ouzh fri Pinocchio hag a souze a-dreñv gant ar spont en ur huchal: Piv zo o tont? Hag eus an torgennoù tro-dro e adtaole an heklev: Piv zo o tont? Piv zo o tont?

Neuze, tra ma oa o kerzhout, e welas war kef ur wezenn ul loenig bihan hag a daole ur skleurig gwan ha divoull evel ul lutig-noz e-barzh ul letern porselen treuzwelus.

- Piv out? - a c'houlennas Pinocchio.

- Skeud ar Grilh-Komzer on, - a respontas al loenig gant ur vouezhig munut-munut hag a seblante dont eus ar bed all.

- Petra fell dit diganin? - eme ar vargodenn.

- Un ali a fell din reiñ dit. Kae en-dro ha kas ar pevar fezh aour a chom c'hoazh ganit d'az paourkaezh tadig a zo o ouelañ gant an dizesper abalamour n'en deus ket gwelet liv ebet diouzhit ken.

- Ma zadig a vo warc'hoazh un aotrou bras rak eus ma fevar fezh aour em bo graet daou-vil.

- Arabat dit, ma faotr, fiziout er re a bromet dit kas ac'hanout da binvidig etre hirie ha warc'hoazh. N'eus anezhe peurvuiañ nemet diskianted pe filouterien! Sent ouzhin-me ha kae en-dro.

- Me avat, a fell din mont war-raok.

- Diwezhat eo anezhi!...

- Me fell din mont war-raok.

- Teñval eo an noz...

- Me fell din mont war-raok.

- Dañjerus eo an hent...

- Me fell din mont war-raok.

- Dalc'h soñj: ar vugale a fell dezhe c'hoari o fenn o-unan ha mont da heul o froudenn a vez kerse gante abred pe ziwezhat.

- Ar memes kaozioù adarre. Nozvezh vat dit, Grilh.

- Nozvezh vat dit Pinocchio, Doue d'az tiwallo diouzh ar glizh ha diouzh al lazherien!

Ne oa ket peurlavaret ar ger diwezhañ ma varvas ar skleurig taolet gant ar Grilh-Komzer evel ma varv ur gouloù pa vez c'hwezhet warnañ. Ha teñvaloc'h c'hoazh eget a-raok e voe neuze an hent.

Pennad 14  -  Goude bezañ graet skouarn-vouzar ouzh alioù fur ar Grilh-Komzer e kouezh Pinocchio etre krabanoù al lazherien.

Na pegen dichañsus omp-ni, bugale baour! - a soñjas Pinocchio en ur adstagañ gant e veaj. An holl a hop warnomp, an holl a groz dimp, an holl a ro dimp alioù. Ma vijent laosket en o roll e lakajent buan en o fenn bezañ hon tadoù hag hor mistri. An holl anezhe ha zoken ar Grilhed-Komzer. Ha bremañ, pa n'eus ket fellet din sentiñ ouzh an torr-revr a C'hrilh-se e tlefe c'hoarvezout ganin, hervezañ, n'oun ket pet taol divalav! Tonket 'vefe din zoken kejañ gant al lazherien! Dre eurvad ne gredan ket el lazherien; biskoazh n'em eus kredet enne. D'am soñj eo bet ijinet al lazhereien gant an tadoù evit ober aon d'ar vugale o deus c'hoant da vont er-maez e-kreiz an noz. Ha goude ma teufe din kejañ gante war an hent, daoust ha krenañ a rafen dirake? Tamm ebet. Mont a rafen a-benn dezhe en ur grial: «Aotrounez lazherien, petra faot deoc'h? Diwallit! Ne vez ket graet goap ouzhin-me! Neuze, kerzhit d'ho jeu ha roit peoc'h!». Ar c'homzoù-se, distaget krak ha krenn, a rafe d'ar paourkaezh lazherien - seblantout a ra din gwelet anezhe - skampañ kuit ken buan hag an avel. Met e ken kaz ma vefent diseven a-walc'h da nac'h skampañ, me an hini eo a skampfe hag e-giz-se e vefe echu an abadenn...

Pinocchio avat ne zeuas ket betek penn e soñj rak dres d'an ampoent e seblantas dezhañ bezañ klevet delioù o trouzal skañv a-drek e gein.

Treiñ a reas e benn d'ober ur sell a-dreñv hag e welas en deñvalijenn daou stumm du paket e daou sac'h glaou o redek war e lerc'h a-lammoù ha war veg o zreid evel daou dasmant.

 

- Setu-int, evit gwir! - emezañ ennañ e-unan. Ha peogwir ne ouie ket pelec'h kuzhat e bevar fezh aour, e vountas anezhe en e c'henoù, dindan e deod end-eeun.

Neuze e klaskas tec'hout kuit. Met n'en doa ket graet c'hoazh ar gammed gentañ ma santas un dorn o kregiñ en e vrec'h ha ma klevas div vouezh spouronus ha kleuz o lavaret dezhañ:

- Ar yalc'h pe ar vuhez!

Pinocchio ha na c'halle ket respont dre gomz abalamour d'ar pezhioù-moneiz a oa en e c'henoù a reas mil ard ha mil jestr evit reiñ da gompren d'an daou stumm kougoulek na wele dioute nemet an daoulagad dre toulloù ar seier, e oa anezhañ ur paourkaezh margodenn ha ne oa ket ur gwenneg toull gantañ en e c'hodell.

- Dao! 'S amañ dimp an tachoù kuit a c'heizoù! - a grie an daou laer war un ton gourdrouzus.

Gant e benn ha gant e zaouarn e reas Pinocchio un sin evel da lavaret: «N'eus ket».

- Tenn an tachoù er-maez peotramant out marv, - eme al lazher brasañ.

- Marv! - a lavaras egile war e lerc'h.

- Ha goude bezañ lazhet ac'hanout, e lazhimp da dad ivez!

- Da dad ivez!

Nann, nann, nann, ma faourkaezh tadig, nann! - a grias Pinocchio gant ur vouezh leun a zizesper. Met en ur grial evel-se e lakaas ar pezhioù aour da stirlinkat en e c'henoù.

- A! lankon! Neuze 'peus koachet da dachoù dindan da deod?

Start e chomas Pinocchio.

- A! ober a rez skouarn vouzar! Gortoz 'ta, ret 'vo dit krañchañ anezhe!

War se, unan eus an daou a begas ennañ dre veg e fri hag egile a dapas krog en e c'hroñj. Hag int ha sachañ feuls ha taer, pep hini d'e du evit e rediañ da zigeriñ frank e c'henoù. Poan gollet, evel tachet ha riñvedet e oa genoù ar vargodenn.

Neuze, e tispakas al lazher bihanañ ur gontell-lazh hag e klaskas he sankañ, evel ur sparl pe ur gizell, etre diweuz Pinocchio. Met hemañ, ken prim hag ul luc'hedenn a blantas e zent en e zorn ha goude bezañ diskolpet an dorn prop ha naet e krañchas anezhañ war an douar. Soñjit 'ta pegen sebezet e voe pa verzas en doa krañchet ur pav-kazh.

Pinocchio, kalonekaet gant an trec'h-se a zeuas a-benn, a daolioù skilfoù, d'en em zieubiñ diouzh al lazherien ha graet gantañ ul lamm dreist garzh an hent e kemeras an tec'h dre ar maezioù. Hag al lazherien en em lakaas da redek war e lerc'h evel daou gi war-lerc'h ur c'had. An hini en doa kollet ur pav a rede gant ur c'har hepken ha morse n'eus bet gouezet penaos en doa graet e gont.

Goude bezañ redet ur pemzek kilometr en em gavas Pinocchio faezh-divi. Pa gomprenas e oa kollet e krapas ouzh kef ur wezenn-bin uhel-meurbet hag erru en nec'h ez eas en e goazez e-touez ar brankoù. Klask a reas al lazherien krapat ivez, met tizhet gante hanter ar c'hef e kouezhjont a-benn-draouilh hag e stokjont ken rust ouzh an douar ma voe kignet ha dirusket o daouarn hag o zreid.

Daoust da se ne anzavjont ket bezañ trec'het ha goude bezañ lakaet ur vriad keuneud sec'h-mat ouzh troad ar wezenn, e c'hwezhjont an tan enni. Ken buan ha tra e krogas ar binenn da zeviñ ha da flamminañ evel ur c'houlaouenn hejet-dihejet gant an avel. Pa welas ar flammoù o pignat uheloc'h-uhelañ e reas Pinocchio ur mell lamm diwar lein ar wezenn, kuit dezhañ da vezañ rostet evel ur goulm, hag e stagas adarre da redek dre ar parkoù hag ar gwiniennoù. Ha bepred e rede al lazherien war e lerc'h hep skuizhañ morse.

Krog e oa an deiz da skleuriñ hag e oant bepred o redek. Met a-daol-trumm e kavas Pinocchio an hent stanket gant ur foz ledan ha don-don leun-barr a zour lous ha saotret, liv kafe-laezh gantañ. Petra ober? «Unan, daou, tri!» a huchas Pinocchio ha goude bezañ kemeret mat e lañs e lammas en tu all d'ar foz. Lammat a reas ivez al lazherien, met o vezañ n'o doa ket muzuliet mat, ploudoudoufez!... difaragoellañ a rejont e-kreiz ar foz. Pinocchio hag en doa klevet trouz al lamm ha saflik an dour a zirollas da c'hoarzhin en ur zerc'hel da redek:

 

- Neuiadenn vat, aotrounez lazherien.

Krediñ a rae dezhañ e oant beuzet brav-mat, met pa droas e benn d'ober ur sell a-dreñv e verzas e oant o-daou war e lerc'h, bepred paket en o seier, an dour o tiverañ dioute evel eus div baner direvret.

Pennad 15  -  Al lazherien a red war-lerc'h Pinocchio ha goude bezañ tapet krog ennañ e krougont anezhañ ouzh ur  skourr eus an Dervenn Vras.

Pinocchio, kollet gantañ pep spi, a oa prest d'en em deurel d'an douar ha d'en em zaskoriñ pa welas en un taol-lagad, e-kreiz glasvez teñval ar gwez, damskleur un tiig gwenn-erc'h en diabell.

- Ma chom trawalc'h a alan ganin evit erruout betek an ti-se, marteze e vin saveteet - emezañ ennañ e-unan.

Hag hep chom da dortañ ur vunutenn en em lakaas da skarañ a-herr dre ar c'hoad, al lazherien bepred war e lerc'h.

Neuze, goude ur redadenn foll hag a badas tost da ziv eurvezh ez erruas erfin, dielc'het-holl, dirak dor an tiig hag e lopas warni.

Respont ebet.

Lopañ a reas adarre, gant muioc'h a nerzh en dro-mañ rak klevet a rae, tostoc'h-tostañ outañ, trouz kammedoù ha dic'hwezhadennoù pounner ha bouc'h e hegaserien.

Respont ebet adarre.

Pa gomprenas ne dalveze ket lopañ e stagas, broudet gant an dizesper, da zarc'haouiñ taolioù treid ha taolioù penn ouzh an nor. Neuze en em ziskouezas er prenestr ur plac'hig koant glas-noz he blev ha gwenn he dremm evel ur skeudenn goar; serret e oa ganti he daoulagad ha kroaziet he daouarn war he bruched. Hep fiñval he muzelloù e lavaras gant ur vouezhig hag a seblante dont eus ar bed all:

 

- N'eus den ebet en ti-mañ. Marv eo an holl.

- Digor an nor din, te da vihanañ! - a c'harmas Pinocchio war un ton aspedus.

- Marv on me ivez.

- Marv? met neuze petra 'rez amañ er prenestr?

- Gortoz a ran an arched da zont d'am c'herc'hat.

Ne oa ket peurechuet he c'homz ma steuzias ar plac'hig ha ma voe serret ar prenestr didrouz-kaer.

- O! plac'hig koant blev glas-noz, - a youc'he Pinocchio, - ro digor din dre druez! Bez madelezhus ouzh ur paourkaezh paotr heuliet gant al lazh...

Ne c'hallas ket peurechuiñ e gomz rak santout a reas un dorn o kregiñ en e c'houzoug hag e klevas div vouezh anavezet-mat o c'hrozmolat gourdrouzus:

- En dro-mañ 'vat, ne c'halli ket skampañ!

Pa welas skeud ar marv dirak e zaoulagad, e krogas Pinocchio da grenañ ha da grenañ, ken ma strake koubloù e zivhar koad ha ma stirlinke ar pevar fezh aour a oa kuzhet dindan e deod.

- Neuze? - eme al lazherien, - digeriñ a ri da c'henoù pe ne ri ket? A! ne respontez ket?... Lez ober: en dro-mañ e tigorimp-ni da c'henoù!...

Ha goude bezañ dispaket div gontell-lazh hir-hir ha lemm evel aotennoù, klak... darc'haouiñ a rejont gantañ daou daol etre e zivgroazell.

Met dre eurvad e oa graet ar vargodenn gant koad ken kalet ma frailhas al laonennoù etre mil damm ha ma chomas an daou lazher da sellet alvaonet an eil ouzh egile, pep hini gant troad e gontell en e zorn.

- Komprenet 'meus, - eme neuze unan eus an daou, - ret eo dimp krougañ anezhañ! Ya, krougomp anezhañ!

- Krougomp anezhañ, - a lavaras egile war e lerc'h.

Graet kerkent ha lâret. Ereet e voe daouarn Pinocchio a-drek e gein ha goude ma oa bet graet ur skoulm-red en-dro d'e c'houzoug e voe istribilhet ouzh ur pikol plantenn anvet an Dervenn Vras.

 

Azezañ a rejont neuze war ar geot evit gortoz Pinocchio d'ober e winkadenn diwezhañ. Met teir eur goude, bepred digor e zaoulagad ha serret e c'henoù gantañ, e winke-diwinke Pinocchio gwashoc'h eget biskoazh.

A-benn ar fin, erru skuizh o c'hortoz, e lavarjont da Binocchio gant ur risignadenn:

- Ken warc'hoazh. Spi hon eus, e vi hegarat a-walc'h, pa zeuimp en-dro warc'hoazh, d'en em ziskouez marv-mik ha gant da c'henoù digor-bras.

Hag int war-raok.

E-keit-se e oa savet, diwar an hanternoz, un avel diroll hag a c'hwezhe feuls ha kounnaret war ar paourkaezhig istribilhet ouzh ar groug, hejet-dihejet evel bazhoulenn ur c'hloc'h o seniñ a vole-vann. An hejadennoù-se a zegase dezhañ poanioù kriz ha gant ar skoulm-red o stardañ e c'houzoug kreñvoc'h-kreñvañ e oa troc'het e alan dezhañ.

Tamm-ha-tamm e savas ur vrumenn war e zaoulagad, met evitañ da santout ar marv  warnañ e vage bepred ar fiziañs da welet, eus an eil momed d'egile, un ene madelezhus o tont war e sikour. Met kaer en devoe gortoz ha gortoz, ne welas den o tont, den ebet. Neuze e soñjas en e baourkaezh tad... hag e valbouzas, hanter-varv koulz lâret:

- O ma zadig-me! ma vijes-te amañ!...

Ne gavas ket alan a-walc'h da lavaret hiroc'h. Serriñ a reas e zaoulagad, digeriñ e c'henoù, astenn e zivhar ha goude ur mell stroñsadenn e chomas difiñv, evel morzet.

Pennad 16  -  Ar Plac'hig koant blev glas-noz a ro urzh da gerc'hat Pinocchio. E lakaat a ra en ur gwele ha gervel a ra tri medisin war e dro evit gouzout pe vev pe varv eo.

Dres pa seblante Pinocchio bezañ tostoc'h d'ar marv eget d'ar vuhez, krouget ma oa bet gant al lazherien ouzh ur skourr eus an Dervenn Vras, e teuas ar Plac'hig koant blev glas-noz en he frenestr. Pa welas ar paourkaezhig istribilhet dre e c'houzoug o tañsal ar jabadao a-youl an avel-sterenn, e kemeras truez outañ hag e reas teir stlakadenn vihan gant he daouarn.

 

War se e voe klevet trouz bras un divaskell o nijal a-benn-herr, hag ur Falc'hun bras a zeuas da gludañ war barlenn ar prenestr.

- Petra a c'hourc'hemennit, Boudig jentil? - eme ar Falc'hun en ur stouiñ e bigos da ziskouez e zoujañs (ar Plac'hig blev glas-noz a oa e gwirionez ur voudig leun a vadelezh hag a rae he annez e-kichen ar c'hoad abaoe tremen mil bloaz).

- Gwelet a rez ar vargodenn-se istribilhet ouzh ur skourr eus an Dervenn Vras?

- He gwelet a ran.

- Mat, nij diouzhtu betek enni. Gant da bigos kreñv, troc'h ar skoulm-red m'emañ istribilhet drezañ en aer hag astenn anezhi, dousik-dousik, war ar geot e-harz an Dervenn.

Ar Falc'hun a nijas kuit ha pa zistroas div vunutenn goude e lavaras:

- Graet em eus hervez ho kourc'hemenn.

- Hag e pe stad 'peus kavet ar vargodenn? Bev pe varv?

- Diouzh ar gwel anezhi e oa marv met ne zle ket bezañ marv da vat rak kerkent ha bet troc'het ar skoulm-red a oa en-dro d'he gouzoug he deus tennet un huanadenn en ur valbouzañ a hanter-vouezh: «Gwelloc'h en em santan bremañ!».

Neuze e reas ar Voudig div stlakadenn vihan gant he daouarn hag e teuas ur C'hi-rodellek kaer-dispar hag a gerzhe sonn war e bavioù a-dreñv, evel pa vije bet un den.

Gwisket e oa ar C'hi-rodellek gant ul lifre blenier-karr pompus. War e benn e touge un tok tric'horn gant galoñsoù alaouret hag ur berukenn wenn gant rodelladennoù o kouezhañ war e c'houzoug. Dougen a rae ouzhpenn ur chupenn liv chokolad gant nozellennoù diamant ha gant div c'hodell vras evit klenkañ an eskern a roe dezhañ e vestrez, ur bragoù berr e voulouz limestra, loeroù seiz, skarpinoù dizolo hag a-drek e gein un doare gouhin satin glas da zastum e lost pa veze diougan glav gant an amzer.

- Dao Medor, bec'h dezhi! - eme ar Voudig d'ar C'hi-rodellek; - lak sterniañ diouzhtu ar c'harroñs kaerañ a zo em marchosi ha sko war-du ar c'hoad. Erruet dindan an Dervenn Vras e kavi, astennet war ar geot, ur paourkaezh margodenn hanter-varv. Dibrad anezhi gant kalz a evezh, astenn anezhi dousik-dousik war torchennoù ar c'harroñs ha degas anezhi amañ.  Komprenet ez peus?

 

Evit diskouez en doa komprenet, e hejas ar C'hi-rodellek teir pe beder gwech ar gouhin satin glas a oa a-drek e gein hag e loc'has evel ur marc'h-red.

Nebeut goude e voe gwelet o tont e-maez ar marchosi ur brav a garroñsig liv an neñv, bourellet gant pluñv seraned ha gwisket a-ziabarzh gant dienn foetet, koaven ha gwispid. Stlejet e oa ar c'harroñsig gant kant koublad logod gwenn, hag ar C'hi-rodellek, azezet war skaoñ ar blenier, a stlake e skourjez a-gleiz hag a-zehou evel ur paotr-karr, aon gantañ da vezañ diwezhat.

Ne oa ket aet ur c'hard-eur e-biou ma oa distroet ar c'harroñsig. Ar Voudig, hag a oa o c'hortoz war dreujoù he zi, a gemeras ar paourkaezh vargodenn etre he divrec'h, a gasas anezhi en ur gambrig gant mogerioù gwer-kregin hag a roas urzh da gerc'hat ar vrudetañ medisined eus an trowardroioù.

Hag ar vedisined a erruas diouzhtu, an eil war-lerc'h egile: erruout a reas eta ur Vran, ur Gaouenn hag ur Grilh-Komzer.

- Diganeoc'h, Aotrounez, - eme ar Voudig d'an tri medisin bodet en-dro da wele Pinocchio, - e karfen gouzout pe varv pe vev eo ar vargodenn reuzeudik-mañ!...

Ar Vran a voe an hini gentañ oc'h ober ur gammed war-raok. Meudata a reas arzorn Pinocchio, dornata a reas e fri ha bizied bihan e dreid ha goude bezañ tastornet mat pep tra e lavaras war an ton bras:

- Marv-mik eo ar vargodenn war a gredan, met e ken kaz na vefe ket marv, neuze e vefe anat ez eo c'hoazh bev.

- Rankout a ran, siwazh, - eme ar Gaouenn, - dislavaret komzoù ar Vran, ma mignonez ha kenseurtez vrudet: d'am soñj-me, ar vargodenn a zo c'hoazh bev; met e ken kaz na vefe ket bev, e vefe anat neuze ez eo marv-mik!

 

- Ha c'hwi ne lavarit mann ebet? - a c'houlennas ar Voudig ouzh ar Grilh-Komzer.

- Setu petra a lavaran-me: Gwellañ tra en deus ur medisin fur d'ober eo tevel pa ne oar ket petra a lavar. A-hend-all, ar vargodenn-mañ n'eo ket dizanav din. He anaout a ran abaoe ur pennad mat!...

Pinocchio, chomet difiñv betek-henn evel un tamm koad gwirion, a voe hejet gant ur barr-krenañ hag a lakaas ar gwele da vrallañ.

- Ar vargodenn-mañ, - a gendalc'has ar Grilh-Komzer, - a zo un hailhon eus ar re washañ...

Digeriñ a reas Pinocchio e zaoulagad, met diouzhtu e serras anezhe en-dro.

- Ul lankon, ur pezh didalvez, ur ruz-botoù eo. Kuzhat a reas Pinocchio e zremm dindan al liñselioù.

- Hag ouzhpenn-se ur mab disuj hag a lakaio e baourkaezh tadig da vervel gant ar ranngalon!...

D'an ampoent e voe klevet er gambr leñvadennoù ha difronkadennoù mouget. Sebezet e voe an holl o welet, goude ma oa bet savet un tammig al liñsel, e oa Pinocchio an hini a oa o leñvañ.

- Pa leñv an hini marv, e c'haller krediñ emañ war hent ar pare, - eme ar Vran war an ton bras.

- Rankout a ran, siwazh, - eme ar Gaouenn, - dislavaret komzoù ma mignonez ha kenseurtez vrudet: d'am soñj-me, pa leñv an hini marv e c'haller krediñ e tisplij dezhañ mervel.

Pennad 17  -  Pinocchio a zebr ar sukr met ne fell ket dezhañ lonkañ al louzoù- spurj. En em spurjañ a ra koulskoude pa wel an dougerien-arched o tont d'e gas kuit. Neuze e lavar ur gaou hag evel kastiz e krog e fri da greskiñ.

A-vec'h aet an tri medisin er-maez eus ar gambr, e teuas ar Voudig da gichen Pinocchio ha goude m'he doe stoket ouzh e dal e voe anat dezhi e oa taget gant un derzhienn eus ar gwashañ.

Neuze e lakaas ur seurt poultr gwenn da deuziñ en un hanter werennad dour hag en ur reiñ an evaj d'ar vargodenn e lavaras gant ur vouezh tener:

- Ev, hag a-benn un toullad deizioù e vi pare.

Pinocchio a daolas ur sell war ar werenn, a gammas un tammig e c'henoù hag a c'houlennas gant ur vouezh klemmus:

- Un dra c'hwek, pe un dra c'hwerv zo e-barzh?

- Un dra c'hwerv, met vad a raio dit.

- Me, un dra c'hwerv, n'am bo ket.

- Sent ouzhin hag ev.

- Ne blij ket din an traoù c'hwerv.

- Ev, ha goude e roin dit un tamm sukr evit kas kuit blaz ar c'hwerv.

- Pelec'h emañ an tamm sukr?

- Setu amañ, - a lavaras ar Voudig en ur dennañ un tamm sukr eus ur podig aour.

- Da gentañ e fell din kaout an tamm sukr ha neuze e evin ar c'hozh dour c'hwerv-se...

- Prometiñ a rez din?

- Ya...

Ar Voudig a roas dezhañ an tamm sukr ha Pinocchio, goude bezañ bruzunet ha lonket anezhañ en un taol, a lavaras en ur lipat e vuzelloù:

- Salv e vefe ar sukr ul louzoù!... En em spurjañ a rafen bemdez.

- Bremañ talc'h d'az ker hag ev ar beradoù dour-mañ a zegaso dit ar yec'hed en-dro.

En ur c'hinañ, e kemeras Pinocchio ar werenn en e zorn hag e vountas beg e fri e-barzh. Neuze e tostaas ar werenn ouzh e c'henoù, e vountas adarre beg e fri enni hag a-benn ar fin e lavaras :

- Re c'hwerv eo!  re c'hwerv! N'on ket evit evañ an dra-mañ.

- Penaos e c'hallez komz evel-se, pa n'az peus ket graet un tañva zoken?

- Soñjal a ra din! Me a oar se diouzh ar c'hwezh. Da gentañ e fell din kaout un tamm sukr all... ha neuze e evin!...

Gant pasianted ur vamm vat e lakaas ar Voudig un tamm sukr all en e c'henoù, ha goude e kinnigas dezhañ ar werennad louzoù.

- Evel-se ne c'hallan ket evañ! eme ar vargodenn en ur ober mil ard fall.

- Perak?

- Diaezet on gant ar blueg a zo aze war ma zreid.

Ar Voudig a dennas ar blueg diwar e dreid.

- 'Dalv ket ar boan! Ne c'hallan ket evañ 'forzh penaos...

- Gant petra all out lakaet diaes?

- Lakaet on diaes gant dor ar gambr a zo damzigor.

Ar Voudig a yeas da serriñ dor ar gambr.

- En ur ger, - a huchas Pinocchio en ur zifronkal, - ne fell ket din evañ ar c'hozh dour c'hwerv-mañ, nann, nann, nann!...

- Kerse a vo ganit ma faotrig...

- Forzh ne ran...

- Ur gwall gleñved eo da hini...

- Forzh ne ran...

- En ur ober un toullad eurvezhioù e vi kaset d'ar bed all gant an derzhienn...

- Forzh ne ran...

- N'ez peus ket aon rak ar marv?

- Aon!... Kentoc'h mervel eget evañ al louzoù heugus-mañ.

Dres d'an ampoent e tigoras dor ar gambr ha pevar c'honikl du-pod a zeuas e-barzh. Dougen a raent war o skoaz un arched vihan.

 

- Petra 'fell deoc'h diganin? a huchas Pinocchio en ur sevel en e goazez war ar gwele, spontet-holl.

- Deut omp d'az kerc'hat, - a respontas ar c'honikl brasañ.

- D'am c'herc'hat?... Met n'on ket marv c'hoazh!...

- N'out ket c'hoazh met ne chom ganit nemet un toullad munutennoù da vevañ rak nac'het 'peus evañ al louzoù en dije kaset an derzhienn diwar da dro!...

- O Boudig, Boudig-me, - a huchas neuze ar vargodenn, - roit din diouzhtu al louzoù. Dre druez, hastit buan rak ne fell ket din mervel, nann... ne fell ket din mervel...

Ha goude bezañ tapet ar werenn gant e zaou zorn e lonkas al louzoù en un taol.

- Ac'hanta! - eme ar c'honikled. - Ur veaj c'houllo hon eus graet en dro-mañ.

Ha sammet gante adarre an arched vihan war o skoaz ez ejont e-maez ar gambr en ur chaokat o genoù.

Un toullad munutennoù war-lerc'h e lammas Pinocchio er-maez eus ar gwele, pareet brav-mat, rak ma'z eo ur ral d'ar margodennoù koad bezañ klañv, ar chañs o deus ivez da bareañ buan-tre.

Hag ar Voudig, pa welas Pinocchio o redek hag o c'haloupat dre ar gambr, prim ha laouen evel ur c'hogig war e gentañ kan, a lavaras dezhañ:

- Ma evaj en deus graet vad dit, neketa?

- Vad ha tremen vad! Gantañ on bet degaset en-dro d'ar bed-mañ!...

- Perak neuze e oa ezhomm d'az pediñ ken start d'hen lonkañ?

- Ni, bugale, a zo holl evel-se! Muioc'h a aon hor bez rak al louzeier eget rak ar c'hleñved.

- Gant ar vezh! Ar vugale a zlefe gouzout e c'hall ul louzoù mat, pa vez kemeret e koulz, o diwall diouzh ur gwall gleñved ha marteze zoken diouzh ar marv...

- O! Ur wech all 'vo ket ret aspediñ ac'hanon 'vel-se! Soñj am bo eus ar c'honikled du gant an arched war o skoaz... neuze 'vat, tapout 'rin diouzhtu ar werenn ha yao, al louzoù d'an traoñ!...

- Deus amañ 'ta bremañ da gontañ din penaos eo dichañset dit kouezhañ etre daouarn al lazherien.

- Setu: ar margodenner Debrer-Tan en doa roet din un toullad pezhioù aour en ur lâret din: «Dal 'ta, kas anezhe d'az tadig!». Met kavet 'm eus war ma hent ul Louarn hag ur C'hazh, o-daou tud a-feson hag o deus lâret din: «C'hoant 'peus da dreiñ da bezhioù e mil ha daou vil pezh aour? Deus ganimp hag e kasimp ac'hanout d'ar Park ar Burzhudoù». - «Deomp!», emezon-me. Hag int ha lâret din: «Greomp un harp amañ en ostaleri ar Grilh-Dour ruz, goude hanternoz e loc'himp adarre». Ha pa'z on bet dihunet ne oant ket mui aze, aet e oant kuit. Neuze 'm eus kroget da gerzhout dre an noz; teñval-spontus e oa ha setu perak 'm eus kavet war ma hent daou lazher kuzhet e daou sac'h glaou, ha lâret o deus din: «'S amañ dimp an tachoù»; ha me ha lâret: «N'eus ket ganin» rak kuzhet em boa ar pevar fezh aour 'barzh ma genoù, hag unan eus al lazherien 'neus klasket lakaat e zorn em genoù ha me, gant ma dent, 'm eus diskolpet e zorn ha krañchet goude, met e-lec'h un dorn 'm eus krañchet ur pav-kazh. Hag al lazherien da redek war ma lerc'h, ha me da redek ha da redek dirake, met a-benn ar fin on bet tapet gante ha staget o deus ac'hanon dre ma gouzoug ouzh ur wezenn er c'hoad en ur lâret: «Warc'hoazh e tistroimp ha te a vo marv ha digor da c'henoù ha ni a dapo ar pezhioù aour az peus kuzhet dindan da deod».

- Ha bremañ, pelec'h 'peus lakaet ar pevar fezh aour? - a c'houlennas ar Voudig.

- Kollet 'm eus anezhe! - a respontas Pinocchio; met ur gaou e oa rak bez' e oant gantañ en e c'hodell. A-vec'h lavaret ar gaou, setu e fri, hag a oa hir endeo, o kreskiñ hag o tont da vezañ daou veudad hiroc'h.

- Ha pelec'h 'peus kollet anezhe?

- Er c'hoad amañ 'kichen.

An eil gaou-se a lakaas e fri da greskiñ ur wech c'hoazh.

- M'az peus kollet anezhe er c'hoad, - eme ar Voudig, - ez aimp da glask anezhe hag adkavet e vint, rak kement tra a vez kollet er c'hoad amañ 'kichen a vez bepred adkavet.

- A! bremañ, pa soñjan ervat, - a eilgerias Pinocchio, un tamm luziet e soñjoù gantañ - ar pevar fezh aour, n'em eus ket kollet anezhe; hep gouzout din 'm eus lonket anezhe war un dro gant ho louzoù.

Goude an trede gaou-se, e teuas e fri da vezañ ken hir ma ne oa mui ar paourkaezh Pinocchio evit treiñ nag a-gleiz nag a-zehou. Pa droe war un tu e skoe e fri ouzh ar gwele pe ouzh gwer ar prenestr, pa droe war an tu all e skoe anezhañ ouzh mogerioù pe ouzh dor ar gambr ha pa save un tammig e benn e veze darbet dezhañ bountañ e fri e lagad ar Voudig.

Hag ar Voudig a selle outañ en ur c'hoarzhin.

- Perak e c'hoarzhit? - a c'houlennas Pinocchio nec'het ha prederiet gant e fri hag a greske a-wel-dremm.

- C'hoarzhin a ran abalamour d'ar gaou az peus lavaret.

- Penaos e ouzoc'h em eus lâret ur gaou?

- Ar gevier, ma faotr, a vez anavezet diouzhtu rak daou seurt gevier a zo: ar gevier berr o divhar hag ar gevier hir o fri. Ha da hini zo ur gaou hir e fri.

Pinocchio ha na ouie ket pelec'h en em guzhat gant ar vezh a glaskas tec'hout diouzh ar gambr met ne zeuas ket a-benn. E fri a oa deut da vezañ ken hir ma ne oa ket mui evit tremen dre an nor.

Pennad 18  -  Adkavout a ra Pinocchio al Louarn hag ar C'hazh hag ez a gante da hadañ ar pevar fezh aour da Bark ar Burzhudoù.

Ar Voudig, evel ma c'hallit soñjal, a lezas Pinoccchio da leñvañ ha da c'harmat e-pad un hanter-eur abalamour d'e fri hag a vire outañ da dremen dre dor ar gambr: Mennout a rae reiñ dezhañ ur gentel a-zoare evit e zizonañ diouzh e dech da lavaret gevier, gwashañ tech a c'hall kaout ur bugel. Met pa welas pegen disneuziet e oa, e zaoulagad er-maez eus e benn gant an dizesper, e kemeras truez outañ hag e stlakas he daouarn; kerkent ez erruas dre prenestr ar gambr ur miliad laboused bras anvet Kezeg-koad. Hag int o vont holl da gludañ war fri Pinocchio ha da skeiñ ha skeiñ warnañ gant o figosioù, betek degas ar mell pikol fri-se d'e vent kustum e-korf un toullad munutennoù.

- Na pegen mat oc'h, Boudig-me, - eme Pinocchio en ur sec'hañ e zaoulagad - ha pebezh karantez 'm eus ouzhoc'h!

- Karantez am eus me ivez ouzhit, - a eilgerias ar Voudig, - ha m'az peus c'hoant da chom amañ ganin, e vi ma breurig ha me vo da c'hoarig vat...

- Chom a-walc'h a rafen... met ma faourkaezh tadig?

- Soñjet em eus e pep tra. Keloù zo bet kaset d'az tadig hag a-raok serr-noz e vo amañ.

- Ha gwir eo?... - a huchas Pinocchio en ur lammat gant al levenez. - Neuze, Boudig-me, ma vec'h kontant, e karfen mont en arbenn dezhañ! Ne badan ket gant ar c'hoant da reiñ ur pok d'ar paourkaezh kozh hag en deus gouzañvet kement evidon.

- Kae 'ta, met diwall mat d'en em goll. Kemer hent ar c'hoad hag eno, me zo sur, e keji gantañ.

Pinocchio a redas kuit hag a-vec'h antreet er c'hoad en em lakaas da c'haloupat evel ur yourc'hig. Met degouezhet hogozik a-dal d'an Dervenn Vras, e chomas a-sav rak seblantout a rae dezhañ bezañ klevet unan bennak o trouzal e-touez ar bodennoù. Ha divinit piv a welas o tont war an hent?... Al Louarn hag ar C'hazh, da lâret eo an daou gompagnun-hent a oa bet gantañ o koaniañ en ostaleri ar Grilh-Dour Ruz.

- Sell 'ta, hor Pinocchio ker! - a huchas al Louarn en ur stardañ anezhañ etre e zivrec'h hag en ur bokat dezhañ. - Penaos out deut amañ?

- Penaos out deut amañ? - eme ar C'hazh war e lerc'h.

- Se zo un istor hir hag a gontin deoc'h etre keuz ha reuz, eme Pinocchio. Met deoc'h da c'houzout, setu bremañ berr-ha-berr: En noz all, goude m'ho poa lezet ac'hanon ma-unan en ostaleri, em boa kavet lazherien war ma hent...

- Lazherien?... Paourkaezh mignon! Ha petra a faote dezhe?

- Fellout a rae dezhe laerezh ma fezhioù aour diganin.

- Hailhoned!... - eme al Louarn.

- Hailhoned daonet! - eme ar C'hazh war e lerc'h.

- Ha me ha tec'hout, - a gendalc'has Pinocchio, - hag ar re-se bepred war ma lerc'h, hag a-benn ar fin o deus tapet krog ennon ha krouget ac'hanon ouzh ur skourr eus an dervenn-se.

Pinocchio a ziskouezas an Dervenn Vras hag a oa aze, div gammed pelloc'h.

- Biskoazh kemend-all! - eme al Louarn. - E petore bed omp rediet da vevañ! Pelec'h e c'hallomp, ni tud a-feson, kavout un havr diogel?...

Tra ma oant o komz evel-se, e verzas Pinocchio e oa kamm ar C'hazh eus e c'har gleiz a-raok, rak mankout a rae dezhañ e bav a-bezh, skilfoù hag all. Neuze e c'houlennas outañ:

- Petra 'peus graet eus da bav?

Ar C'hazh a glaskas respont un dra bennak, met morzet e oa e deod. Neuze e lavaras al Louarn:

- Re uvel eo ma mignon, setu perak ne respont ket. Me an hini a responto evitañ: un eur zo hon eus kejet war an hent gant ur bleiz kozh; hanter semplet e oa gant an naon ha goulennet en deus an aluzen diganimp.

N'hor boa netra da reiñ dezhañ, na zoken un draen-pesk, met divin petra 'neus graet ma c'heneil, a zo ur gwir galon aour en e greiz?... Diskolpet 'neus gant e zent unan eus e bavioù a-raok ha stlapet 'neus anezhañ d'ar paourkaezh loen-se, 'vit ma c'hallfe terriñ e naon. Hag a-greiz komz evel-se e sec'has al Louarn un daerenn.

Pinocchio, fromet an tamm anezhañ, a dostaas ouzh ar C'hazh hag a hiboudas e pleg e skouarn:

- Ma vije an holl gizhier heñvel ouzhit, e vije evurus al logod!...

- Ha bremañ, oc'h ober petra 'maout dre amañ? - a c'houlennas al Louarn ouzh Pinocchio.

- O c'hortoz ma zadig a zo war erruout.

- Ha da bezhioù aour?

- 'Maint bepred ganin em godell, nemet unan hag a zo bet dispignet en ostaleri ar Grilh-Dour Ruz.

- Ha soñjal e c'hallfes, e-lec'h pevar fezh-moneiz, kaout mil ha daou-vil pezh a-benn warc'hoazh! Perak ne sentez ket ouzh hon ali? Perak ne'z ez ket da hadañ anezhe da Bark ar Burzhudoù?

- Hirie n'hallan ket: un deiz all ez in.

- Un deiz all e vo re ziwezhat, - eme al Louarn.

- Perak?

- Prenet eo bet ar park-se gant un aotrou bras hag adalek warc'hoazh n'en devo den ebet ken koñje da hadañ pezhioù-moneiz ennañ.

- Pegeit zo ac'hann da Bark ar Burzhudoù?

- A-vec'h daou gilometr. C'hoant 'peus da zont ganimp? A-benn un hanter-eur e vi erru: had diouzhtu ar pevar fezh-moneiz, goude un toullad munutennoù e tastumi daou-vil pezh aour ha fenoz, pa vi distro, e vo leun-kouch da c'hodelloù.

Pinochio a dermas ur pennadig a-raok respont, rak soñj a oa deut dezhañ eus ar Voudig vat, eus Geppetto gozh hag eus alioù ar Grilh-Komzer. Met a-benn ar fin e reas ar pezh a ra an holl vugale diskiant ha digalon: gant un hej d'e benn e lavaras d'al Louarn ha d'ar C'hazh:

- Dao en hent. Mont a ran ganeoc'h.

Hag int a-raok.

Goude bezañ kerzhet e-pad un hanter-devezh e tegouezhjont en ur gêr anvet «Pak-Sodien». A-vec'h antreet e kêr e welas Pinocchio an holl straedoù poblet gant chas peliet o c'hlaouriñ gant an naon, gant deñved touzet o krenañ gant ar riv, gant yer hep kribenn na frezenn o c'houlenn ur c'hreunenn ed-Turki en aluzen, gant balafenned bras dic'houest da nijal rak gwerzhet o doa o eskell kaer liesliv, gant pauned dilostet, mezh gante oc'h en em ziskouez, gant kigi-gouez o piltrotat goustad-goustad, keuz dezhe d'o fluñv aour hag arc'hant skedus, kollet bremañ da viken.

 

Dre douez engroez ar glaskerien-aluzen hag ar beorien vezhus, e tremene, gwech an amzer, karroñsoù a-stroñs o tougen pe ul louarn bennak, pe ur big-laerez pe ul labous-preizh.

- Ha Park ar Burzhudoù, pelec'h emañ? a c'houlennas Pinocchio.

- War-hed div gammed ac'hann.

Neuze e treuzjont kêr hag erruet en tu all d'ar mogerioù e rejont un harp en ur park digenvez ha na oa ket disheñvel diouzh an holl barkoù all.

- Setu ni en em gavet, - eme al Louarn d'ar vargodenn. - Kae bremañ en da blegoù, gra gant da zaouarn un toullig en douar ha laka ar pezhioù aour e-barzh.

Pinocchio a sentas. Kleuzañ a reas an toull ha plantañ a reas ennañ ar pevar fezh aour a oa chomet gantañ. Goude e c'holoas an toull gant un dornad douar.

- Neuze, - eme al Louarn, - kerzh d'ar stank a zo amañ 'kichen, tenn diouti ur c'helorniad dour ha skuilh anezhañ war an douar el lec'h m'az peus hadet.

Mont a reas Pinocchio d'ar stank met ne oa kelorn ebet gantañ. Setu ma tennas ur votez eus e droad ha goude bezañ leuniet anezhi e skuilhas an dour war an douar a c'holoe an toull. Neuze e c'houlennas:

- Un dra all zo d'ober?

- Netra all, - a respontas al Louarn. Bremañ e c'hallomp mont kuit. A-benn un ugent munut bennak e tistroi amañ ha kavout a ri ar wezennig difluket eus an douar hag he skourroù karget a bezhioù-moneiz. Ar paourkaezh Pinocchio, trelatet gant al levenez, a lavaras mil bennozh Doue d'al Louarn ha d'ar C'hazh hag a brometas dezhe ur prof eus ar c'haerañ.

- Ni, ne c'houlomp prof ebet, - a lavaras an daou forbann. - Trawalc'h eo dimp bezañ desket dit penaos mont da binvidig hep poaniañ ha laouen omp evel pintiged.

War se e kimiadjont diouzh Pinocchio ha goude bezañ hetet dezhañ un eostad mat ez ejont en o roud.

Pennad 19  -  Pinocchio, diberc'hennet eus e bezhioù  aour, a dap, evel kastiz,  pevar miz toull-bac'h .

A-vec'h distro e kêr e krogas Pinocchio da gontañ ar munutennoù unan-hag-unan ha pa gavas dezhañ e oa deut ar c'houlz e adkemeras penn an hent etrezek Park ar Burzhudoù.

Ha tra ma kerzhe a gammedoù dillo e kleve e galon o kalkenniñ en e vruched hag oc'h ober tik-tak, tik-tak, evel un horolaj reizhet-mat. Hag e soñje en e greizon:

- Ha ma kavfen war brankoù ar wezenn daou-vil pezh-moneiz e-lec'h mil?... Ha ma kavfen pemp-mil pezh e-lec'h daou-vil?... Ha ma kavfen dek-mil pezh e-lec'h pemp-mil? Na pebezh aotrou kaer e teufen da vezañ!... C'hoant 'm eus da gaout ur palez kaer, mil marc'hig-koad ha mil marchosi d'en em ziduellañ, ur c'hav leun a likorioù dous ha c'hwek, ul levraoueg leun a sukantin, a dartezennoù, a gouignoù bara dous, a doaz-alamandez hag a gornedadoù koaven.

Evel-se, en ur lezel e faltazi da c'haloupat, e tegouezhas tost d'ar park hag aze e chomas a-sav gant ar spi da welet ur wezenn gant brankoù karget a bezhioù-moneiz, met ne welas netra. Ober a reas c'hoazh kant kammed war-raok: netra. Antren a reas er park... mont a reas betek an toullig ma oa bet plantet ennañ ar pezhioù aour: bepred netra. Neuze e teuas un tamm nec'h dezhañ hag ankounaet gantañ reolennoù ar sevended hag ar gourtezi e tennas e zorn eus e c'hodell hag e reas ur skrabadenn hir d'e benn.

Dres d'ar c'houlz-se e tassonas en e zivskouarn ur mell c'hoarzhadenn; treiñ a reas e selloù ouzh krec'h hag e welas, e lein ur wezenn, ur peroked bras o tilaouañ an nebeud pluñvennoù a oa war e gorf.

 

- Perak e c'hoarzhez? - a c'houlennas Pinocchio gant ur vouezh trenk.

- C'hoarzhin a ran abalamour 'm eus graet hillig din dindan ma divaskell en ur zilaouañ ma fluñv.

Pinocchio a chomas sioul. Mont a reas d'ar stank ha goude bezañ leuniet e votez e skuilhas an dour war an douar a c'holoe ar pezhioù aour.

Ha setu ma tregernas, e sioulder ar park digenvez, un eil c'hoarzhadenn kalz dichekoc'h c'hoazh eget an hini gentañ.

- Erfin, - a huchas Pinocchio, gant fulor, - ha bez' e c'haller gouzout, Peroked diseven, diwar-benn petra 'maout o c'hoarzhin evel-se?

- C'hoarzhin a ran abalamour d'ar vajaneien a gred kement flugezenn a vez kontet dezhe hag a vez touellet gant kement hini a zo finoc'h egete.

- Komz a rez diwar ma fenn, marteze?

- Ya, diwar da benn, ma faourkaezh Pinocchio, ken bajanek an tamm ac'hanout da grediñ e vez hadet hag eostet ar pezhioù-moneiz er parkoù evel ma vez hadet ar fav hag ar sitrouilhez. Me ivez 'm eus kredet an dra-se gwechall, ha gwazh en em gavan  hirie. Bremañ (re ziwezhat!) on deut da gompren e rank an nen, evit dastum un toullad gwenneien en un doare onest, gounit anezhe pe gant labour e zaouarn, pe gant ijin e empenn.

- Ne gomprenan ket, - eme Pinocchio hag a oa krog da grenañ gant ar spont.

- Gortoz! Ez an da zisplegañ dit gwelloc'h, - a ouzhpennas ar Peroked. - Setu: e-keit ma oas-te e kêr, ez eo distroet al Louarn hag ar C'hazh d'ar park-mañ, laeret o deus ar pezhioù aour az poa douaret ha skampet int ken buan hag an avel. Ha bremañ, ur mailh e vefe an neb a dapfe anezhe.

Pinocchio a chomas e c'henoù gantañ war nav eur, ha pa ne c'houle ket krediñ ar pezh en doa lavaret ar Peroked e krogas, gant e zaouarn ha gant e ivinoù, da gleuzañ an dachennig douar en doa skuilhet dour warni. Ha dre forzh kleuzañ ha kleuzañ dibaouez e reas un toull ken don ma vije bet plas ennañ evit ur bern plouz en e sav-sonn, met ar pezhioù-moneiz a oa steuziet.

Neuze, plaouiet gant an dic'hoanag, e tistroas d'ar red e kêr hag ez eas rag-eeun d'al lez-varn evit sevel klemm, dirak ar barner, ouzh an daou forbann o doa touellet anezhañ.

Ar barner a oa ur marmouz bras eus gouenn ar gorilhed: ur marmouz kozh, doujet abalamour d'e oad bras, d'e varv gwenn ha dreist-holl d'e lunedoù aour, hep gwer, a ranke dougen dibaouez en abeg d'an denedeo en doa tapet war e zaoulagad hag a heskine anezhañ abaoe meur a vloaz.

 

Dirak ar barner e kontas Pinocchio, dre an hir ha gant kalz a dro, an taol fallakr a oa bet c'hoariet dezhañ; lavaret a reas anvioù hag anvioù-bihan ar forbanned, displegañ a reas pe neuz a oa warne, hag a-benn ar fin e c'houlennas justis.

Ar barner a selaouas Pinocchio gant kalz a vadelezh, a reas stad eus an istor kontet gantañ, a deneraas, a voe fromet-don; ha pa ne chomas gant Pinocchio mann ebet ken da gontañ, e astennas e zorn hag e sonas ar c'hloc'h.

Diouzhtu e teredas daou gi-dogez gwisket gant lifreoù archerien.

Ar barner neuze, en ur ziskouez Pinocchio d'an archerien, a lavaras dezhe:

- Ar paourkaezh treul-se 'zo bet laeret pevar fezh aour digantañ: krogit ennañ eta ha kasit anezhañ diouzhtu d'an toull-bac'h.

Pa gouezhas ar varnadenn-se evel ur vazhad war e chouk, e chomas Pinocchio staenet. Klask a reas sevel e vouezh met an archerien ha n'o doa ket c'hoant da goll o amzer a stouvas e c'henoù dezhañ hag a gasas anezhañ d'ar bidouf.

Hag e chomas kraouiet e-pad pevar miz, pevar miz hir-meurbet. Ha pelloc'h e vije chomet panevet d'un taol-chañs hag a c'hoarvezas evel-henn: An impalaer yaouank a rene war kêr Pak-Sodien, goude bezañ gounezet an trec'h war e enebourien, a roas urzh da aozañ festoù bras gant goulaouadegoù, tanioù-arvest, redadegoù kezeg-arab ha mirc'hi-houarn. Hag e barr e laouenidigezh e c'houlennas ma vije digoret ar prizonioù ha laosket an holl forbanned da vont.

- Mar bez laosket ar re all da vont, me fell din mont ivez, - eme Pinocchio d'ar bac'her.

- C'hwi n'hallit ket - a respontas ar bac'her, - n'oc'h ket eus ar re zibabet...

- Ho tigarez, - a eilgerias Pinocchio, - ur forbann on me ivez.

- M'emañ kont evel-se, ho peus mil abeg da vont, - eme ar bac'her; hag en ur dennañ e voned gant doujañs e tigoras dorioù ar prizon hag e lezas Pinocchio da skampañ.

Pennad 20  -  Deut er-maez eus an toull-bac'h e kemer Pinocchio penn an hent evit distreiñ da di ar Voudig. Met war vord an hent e kav un naer euzhus ha goude e chom tapet en ur griped.

Soñjit 'ta pegen laouen e voe Pinocchio oc'h adkavout e frankiz. Hep chom da dortañ ez eas diouzhtu e-maez kêr hag e adkemeras penn an hent a gase betek Tiig ar Voudig.

Abalamour d'an amzer-c'hlav e oa troet an hent d'ur gwir fontigell ma sanked enni betek hanter-gar.

Pinocchio, avat, ne rae forzh.

Broudet gant ar c'hoant da adwelet e dadig hag e c'hoarig blev glas-noz, e rede a-lammoù evel ul levran ken ma strinke ar vouilhenn betek e voned. Hag ez ae war-raok en ur lâret dre e soñj:

- Nag a reuzioù 'zo kouezhet warnon... Ha dleet mat eo din, pa'z eus ac'hanon ur vargodenn aheurtet ha feukidik... ha bepred e fell din ober pep tra diouzh ma fenn hep sentiñ ouzh ar re a glask ober vad din hag o deus mil gwech muioc'h a skiant egedon!... Met diwar vremañ e fell din cheñch buhez ha dont da vezañ ur paotrig a-zoare, sentus ha doujus... Gwelet a-walc'h 'm eus petra c'hoarvez gant ar vugale disentus: bepred e vez gante an tu koll ha ne reont ket ur fulenn war ar plaen. Ha chomet eo ma zadig da c'hortoz ac'hanon?... Ha kavout a rin anezhañ e ti ar Voudig? Keid-all zo n'em eus ket gwelet ar paourkaezh den ma ne badan ket gant ar c'hoant d'ober dezhañ mil allazig ha da reiñ dezhañ mil pok! Hag ar Voudig, daoust ha pardoniñ a raio din an taol vil 'm eus graet dezhi?... Hi hag he deus kemeret kement a breder ganin ha graet ken brav war ma zro... Ha soñjal ez on dleour dezhi eus ma buhez! Daoust hag e c'haller kavout ur paotrig ken dic'hrad ha ken digalon ha me?

A-greiz kaozeal evel-se e chomas trumm a-sav, spontet an tamm anezhañ, hag e reas peder c'hammed war-dreñv.

Petra en doa gwelet?...

Gwelet en doa, astennet a-dreuz an hent, un Naer vras gant ur c'hroc'hen glas-gwer, daoulagad tan en he fenn, hag ul lost hir o tivogediñ evel ur siminal.

 

Ne c'haller ket empentiñ ar spont a grogas e Pinocchio. Goude bezañ redet war-hed un hanter kilometr e taolas e bouez war ur berniad mein hag e c'hortozas an Naer da vont en he roud ha da lezel frank an tremen.

Gortoz a reas un eur, div eur, teir eur, met an Naer a oa bepred aze hag eus a-bell zoken e c'halled gwelet he daoulagad tan o ruziañ hag ar moged o tont er-maez eus he lost.

Neuze, o soñjal bezañ kalonek, e tostaas Pinocchio ouzh an Naer ha gant ur vouezhig flour, luban ha dous e lavaras dezhi:

- Ho tigarez, itron Naer. Daoust ha bez' ho pije ar vadelezh da vont un tammig a-gostez, kement ha lezel ac'hanon da dremen?

Koulz e vije bet dezhañ komz ouzh ur voger.

Neuze e kendalc'has gant an hevelep mouezhig:

- Ret eo deoc'h gouzout, itron Naer, emaon-me o vont d'ar gêr, 'lec'h ma'z on gortozet gant ma zadig ha n'am eus ket gwelet abaoe keid-all!... Ha kontant oc'h da lezel ac'hanon da zerc'hel gant ma hent?

Gortoz a reas ma vije respontet d'e c'houlenn en un doare bennak, met ne zeuas respont ebet. Padal, an Naer, hag a seblante betek-henn gwiv ha leun a vuhez, a chomas diflach a-greiz-holl, evel seizet. Serriñ a reas he daoulagad, ha paouez a reas he lost da zivogediñ.

- Ha marv e vefe da vat?... - a soñjas Pinocchio en ur frotañ e zaouarn gant ar blijadur. Hep koll amzer e klaskas gaoliata an Naer evit tremen en tu all d'an hent. Met n'en doa ket savet mat e c'har ma sonnaas an Naer he c'horf evel ur winterell distignet trumm, ha Pinocchio, en ur souzañ a-dreñv gant ar spont a strebotas hag a gouezhas war an douar.

Hag e kouezhas ken fall ma chomas e-kreiz an hent gant e benn sanket er vouilhenn hag e zivhar savet er vann.

Pa welas ar paourkaezh margodenn o tifretañ evel un diaoul gant he fenn en traoñ e tirollas an Naer da c'hoarzhin ha da c'hoarzhin, hag e c'hoarzhas kement ha kement ma tarzhas ur wazhienn en he bruched. Hag en dro-mañ e varvas evit gwir.

 

Pinocchio a stagas adarre da redek evit erruout e ti ar Voudig a-raok serr-noz. Met war an hent ne c'hallas ket padout gant an naon a vourevie anezhañ hag e lammas en ur park gant ar soñj da gutuilh ur blokad rezin. Salv n'en dije ket graet se!

A-vec'h erru e-touez ar gwiniennoù, krak... e santas e zivhar stardet gant daou bezh houarn lemm hag e welas stered o parañ.

 

Ar paourkaezh margodenn a oa chomet yennet en unan eus ar gripedoù stignet gant ur c'houer evit tapout ar c'haerelled-bras a rae o reuz en holl gludoù tro-war-dro.

Pennad 21  -  Pinocchio zo tapet gant ur c'houer ha rediet d'ober evel ki-porzh e-tal klud ar yer.

Pinocchio, evel ma c'hallit soñjal, a stagas da ouelañ, da grial, d'en em erbediñ. En aner avat, rak tro-war-dro ne oa ti ebet, ha war an hent ne dremene kristen ebet.

E-keit-se e teuas an noz.

Gant ar glizi o heskinañ e werzhidoù-gar ha gant an aon en doa oc'h em em gavout e-unan-penn en deñvalijenn e-kreiz ar maezioù, e oa Pinocchio war-nes semplañ. A-daol-trumm avat e welas ur Preñv-gouloù o tremen a-us d'e benn. Hen gervel a reas hag e lavaras dezhañ:

- O Preñvig-gouloù, hag ar vadelezh az pefe da lakaat termen d'ar verzherinti a c'houzañvan?

- Paourkaezh bihanig! - eme ar Preñv-gouloù en ur sellet outañ gant truez. - Penaos 'peus graet evit chom gant da zivhar stardet etre an daou bezh houarn lemm-se?

- Antreet on er park evit kutuilh daou vlokad rezin, ha...

- Hag ar rezin a oa dit-te?

- 'Oant ket...

- Ha neuze piv en deus desket dit c'hwibañ traoù ar re all?...

- Naon am boa...

- An naon, ma faotrig, n'eo ket un digarez evit skrapat traoù n'int ket dimp-ni...

- Gwir eo, gwir eo! eme Pinocchio en ur ouelañ, - ur wech all ne rin ket ken.

D'ar poent-se e voe troc'het ar gaoz gant un trouz bihan-bihan graet gant kammedoù o tostaat.

Perc'henn ar park e oa, hag a zeue war vegoù e dreid da welet ha tapet e oa bet er griped unan bennak eus ar c'haerelled-bras a zebre e yer diouzh an noz.

Bras e voe e souezh pa welas, goude bezañ tennet e letern eus dindan e vantell, e oa bet paket ur bugel e-lec'h ur gaerell-vras.

- A! laerig fall! - eme ar c'houer fuloret, - te an hini eo a zeu da skrapat ma yer?

- N'eo ket me, n'eo ket me! - a huchas Pinocchio en ur zifronkal. - Antreet on er park evit kemer daou vlokadig rezin hepmuiken!

- Neb a oar skrapat rezin a zo barrek da skrapat pennoù-yer ivez. Kont warnon: ez an da reiñ dit ur gentel hag a bego ouzhit e-pad ur pennad mat.

Ha digoret gantañ ar griped e krogas e kilpenn Pinocchio hag e tougas anezhañ d'ar gêr a-bouez-brec'h evel un oanig-denañ.

Erruet war al leur dirak an ti, e stlapas anezhañ war an douar ha goude bezañ lakaet  e droad war e c'houzoug, e lavaras dezhañ:

- Diwezhat eo bremañ ha c'hoant 'm eus da vont da gousket. Reizhet e vo hor c'hoñchoù warc'hoazh. Ha da c'hortoz, peogwir eo marvet ma c'hi, e kemeri diouzhtu e lec'h. Labour ur c'hi-porzh az po d'ober.

Kerkent hag ar ger, e stagas en-dro d'e c'houzoug ur mell kolier goloet-holl a boentennoù kouevr, hag hen stardañ a reas ken strizh ma n'halle ket Pinocchio tremen e benn drezañ evit en em zizober dioutañ. Ouzh ar c'holier e oa staget ur chadenn houarn hir, ha staget e oa ar chadenn ouzh ur ruilhenn riñvedet er voger.

 

- Ma ra glav henozh, - eme ar c'houer, - e c'halli mont da gousket el logell-mañ; enni emañ bepred ar c'houchad plouz en doa talvezet da wele d'am faourkaezh ki e-pad pevar bloaz. Hag e ken kaz ma teufe al laeron, bez soñj da stignañ da zivskouarn ha da harzhal.

Goude bezañ roet an urzh diwezhañ-mañ ez eas ar c'houer en e di. Prennañ ha morailhañ a reas an nor hag ar paourkaezh Pinocchio a chomas souchet war al leur, dare da vervel gant ar riv, gant an naon ha gant ar spont. Gwech an amzer e kase gant fulor e zaouarn e-barzh ar c'holier stardet en-dro d'e c'houzoug hag e lavare en ur ouelañ:

- Mat zo graet din!... Mat-tre zo graet din! C'hoant 'm eus bet d'ober al lugudenner, ar ruz-botoù... sentet em eus ouzh gwallgompagnuned hag abalamour da se e vez bepred ar gwallchañs warnon. Ma vije bet ac'hanon ur paotrig a-zoare evel kalz reoù all, m'am bije bet c'hoant da studiañ ha da labourat, ma vijen chomet er gêr gant ma faourkaezh tadig, bremañ n'en em gavjen ket amañ e-kreiz ar maezioù oc'h ober evel ki-porzh gant ur c'houer. Ac'h, ma c'hallfen bezañ ganet ur wech all!... Met re ziwezhat eo bremañ ha ret eo kaout pasianted!

Goude bezañ disammet e galon evel-se, ez eas e-barzh al logell hag e vanas kousket.

Pennad 22  -  Pinocchio a ziskuilh al laeron hag a adkav e frankiz da c'hopr evit e lealded.

Kousket c'hwek e oa Pinocchio abaoe div eurvezh pa voe dihunet, war-do hanternoz, gant sourradennoù mouezhioù o chuchumuchuiñ er porzh. Silañ a reas e fri e toull al logell hag e welas, bodet evel da zerc'hel kuzul, pevar loen teñval o blev hag a seblante bezañ kizhier.

Met ne oant ket kizhier. Bez' e oa anezhe kaerelled-bras, loened debrer-kig, lontek-spontus, ha ran dreist-holl gant uioù ha polezi yaouank. Unan anezhe en em zistagas diouzh ar re all, a yeas betek toull al logell hag a lavaras a vouezh izel.

- Nozvezh vat, Melampo.

- N'eo ket Melampo ma anv, - a respontas ar vargodenn.

- Ha neuze, piv out?

- Me eo Pinoccchio.

- Hag oc'h ober petra 'maout amañ?

- Oc'h ober evel ki-porzh.

- Ha Melampo, pelec'h emañ? pelec'h emañ ar c'hi kozh a oa el logell-mañ?

- Marvet eo er beure-mañ.

- Marvet? Paourkaezh loen! Ken mat e oa!... Met da varn diouzh an tres a zo warnout, ez out te ivez ur c'hi hegarat.

- Ho tigarez! N'on ket ur c'hi!...

- Ha piv out?

- Ur vargodenn on.

- Hag ober a rez evel ki-porzh?

- Siwazh, evel kastiz!...

- Mat, kinnig a ran dit ober marc'had ganimp evel m'en doa graet Melampo, hag e vi kontant.

- Ha petore marc'had e vefe?

- Dont a raimp amañ ur wech ar sizhun, evel kent, d'ober ur weladenn-noz d'ar c'hlud-mañ hag eizh polez a yelo ganimp. Seizh a vo debret ganimp-ni hag unan a vo roet dit war an diviz, evel-just, ma ri van da gousket ha na droio morse en da benn harzhal ha dihuniñ ar c'houer.

- Evel-se e veze graet gant Melampo? - a c'houlennas Pinocchio.

- Evel-se e veze graet gantañ, ha bepred omp bet a-unan ni hag eñ. Kousk eta sioulik ha bez asur e lezimp war doenn al logell, a-raok mont kuit, ur bolez dibluñvet ha tout da zebriñ d'az tijuni warc'hoazh ar beure. Intentet mat eo?

- Intentet mat, ha re vat ivez!... - a respontas Pinocchio en ur hejañ gourdrouzus e benn evel da lavaret: «Dizale e vo gwelet!».

Pa voent sur, d'o meno, ez aje o zaol da vat, ez eas ar peder c'haerell-vras diouzhtu-dak d'ar c'hlud a oa stok ouzh logell ar c'hi, ha goude bezañ digoret an norig koad a daolioù dent hag a daolioù skilfoù, en em siljont e-barzh an eil war-lerc'h eben. Ne oant ket c'hoazh antreet mat ma klevjont an norig o serriñ a-stlak.

Serret e oa bet gant Pinocchio. Ha hemañ, evit bezañ sur e chomje serret, en doa skoret anezhi gant ur maen bras.

Neuze en em daolas da harzhal en ur gas e vouezh evel ur c'hi-porzh gwirion hag e voe klevet: oua-oua-oua-oua.

 

Dihunet gant an harzhadenn-se e lammas ar c'houer er-maez eus e wele, e krogas en e fuzuilh hag erru e toull ar prenestr e c'houlennas:

- Petra zo a-nevez?

- Al laeron zo amañ! - a respontas Pinocchio.

- Pelec'h emaint?

- Er c'hlud.

- Erru on diouzhtu.

Ha ken buan ha tra e tiskennas, ez eas d'ar red e-barzh ar c'hlud ha goude bezañ paket ar peder c'haerell-vras ha bountet anezhe en ur sac'h, e lavaras dezhe, laouen-bras e vouezh:

- A-benn ar fin oc'h kouezhet etre ma daouarn! Bez' e c'hallfen ho kastizañ met n'on ket ken fallakr-se! Trawalc'h 'vo din ho kas warc'hoazh da davarnour ar gêrig 'kichen hag a ouezo ho tigroc'henañ hag ho aozañ evel gedon c'hwek-ha-kreñv. N'oc'h ket dellezek eus seurt enor, met an dud largentezus eveldon ne sellont ket ken tost-se.

Ha goude bezañ deut tostoc'h ouzh Pinocchio, e stagas d'ober allazigoù dezhañ hag e c'houlennas outañ:

- Penaos 'peus graet evit kavout penn da itrikoù ar peder skraperez-se? Morse n'en doa Melampo, ma Melampo ken feal merzet mann ebet...

Gallet en dije Pinocchio kontañ ar pezh a ouie, da lâret eo, gallet en dije komz eus ar marc'hadoù mezhus a oa bet etre ar c'hi hag ar c'haerelled-bras. Met dont a reas da soñj dezhañ e oa marv ar c'hi hag e lavaras diouzhtu ennañ e-unan - Da betra e talvez tamall ar re varv?... Ar re varv zo marv ha gwellañ tra d'ober eo lezel anezhe e peoc'h!...

- Daoust ha dihun pe gousket e oas pa'z eo erru ar c'haerelled-bras war al leur? - a c'houlennas c'hoazh ar c'houer outañ.

- Kousket e oan, - a respontas Pinocchio, - met dihunet on bet gant gragailh ar c'haerelled-bras, hag unan anezhe zo deut betek al logell da lâret din: «ma prometez chom hep harzhal hag hep dihuniñ ar mestr, e roimp dit e prof ur bolez dibluñvet ha tout!...» Kompren a rit, keta? Divergont a-walc'h int bet da ginnig din ur seurt marc'had! Ret eo deoc'h gouzout, n'on nemet ur vargodenn ha marteze a-walc'h em eus holl sioù fall ar bed, met biken ne blegin da reiñ skoazell da dud laer ha da zerc'hel ar sac'h!

- Ur paotr mat out! - a huchas ar c'houer en ur lopañ war e skoaz. - Seurt mennozhioù a ra enor dit. Hag evit diskouez dit pegen laouen on e roan dit, adalek bremañ, koñje da zistreiñ d'ar gêr.

Hag e tennas ar c'holier-ki digantañ.

Pennad 23  -  Pinocchio a leñv da varv ar Plac'hig koant blev glas-noz. Neuze e kav ur C'hudon hag a gas anezhañ war ribl ar mor hag eno e lamm en dour evit mont war sikour e dadig Geppetto.

A-vec'h disammet diouzh pouez pounner ha dismegañsus ar c'holier a starde dezhañ e c'houzoug, en em lakaas Pinocchio da skampañ a-dreuz ar parkeier ha ne chomas ket ur vunutenn a-sav kent bezañ tizhet an hent bras a gase betek Tiig ar Voudig.

 

Erruet war an hent bras e troas e selloù ouzh an traoñ, war-du ar gompezenn, hag e welas, spis ha splann, ar c'hoad m'en doa kejet ennañ, dre wallchañs, gant al Louarn hag ar C'hazh. Gwelet a reas, e-touez ar gwez all, lein an Dervenn Vras ma oa bet istribilhet ouzh ur skourr anezhi dre e c'houzoug. Met kaer en devoe sellet-disellet tro-dro, ne c'hallas ket gwelet ti bihan ar Plac'hig koant blev glas-noz.

Neuze e teuas dezhañ un drouksant glac'harus hag en em lakaas da redek gant an holl nerzh a chome c'hoazh en e zivhar. Goude un toulladig munutennoù en em gavas er prad, 'lec'h ma save gwechall an Tiig gwenn. Met an Tiig ne oa ket eno ken. En e lec'h e oa ur maen-marbr bihan, skrivet warnañ e lizherennoù-tal ar gerioù doanius-mañ:

AMAÑ EMAÑ BEZIET
AR PLAC'HIG BLEV GLAS-NOZ
MARVET GANT AR GLAC'HAR
DA VEZAÑ BET DILEZET GANT HE
BREURIG PINOCCHIO.

Deoc'h da soñjal penaos e chomas Pinocchio goude bezañ digejet fallik a-walc'h ar gerioù-se. Kouezhañ a reas d'an douar war e c'henoù hag en ur bokat-dibokat d'ar maen-bez e tirollas da ouelañ. Gouelañ a reas a-hed an noz ha pa savas an heol er beure war-lerc'h, e oa bepred o ouelañ daoust ma ne chome daerenn ebet ken en e zaoulagad. Ken skrijus ha ken skiltr e oa e griadennoù hag e c'harmadennoù ma tassone an heklev anezhe ouzh an holl dorgennoù tro-war-dro.

Ha dre e zifronkadennoù e lavare:

- O Boudig-me, perak out marvet?... perak n'on ket marvet-me en da lec'h, me hag a zo ken fall tra ma'z out-te ken mat?... Ha ma zadig, pelec'h emañ? O Boudig-me, lâr din pelec'h e c'hallan kavout ma zadig. Choant 'm eus da chom bepred gantañ, biken ken ne zilezin anezhañ. Nann, biken ken! biken ken!... O Boudig-me, lâr din n'eo ket gwir ez out marv!... Ma youlez mad din, ma youlez mad d'az preurig Pinocchio, advev mar plij... distro d'ar vuhez!... Daoust ha ne zisplij ket dit gwelet ac'hanon ma-unan-penn amañ, dilezet gant an holl? Ha ma teu al lazherien e vin staget gante ouzh skourr ar wezenn vras... ha neuze e varvin da viken. Petra fell dit e rafen-me, ma-unan-penn er bed-mañ? Bremañ p'am eus kollet ma zadig, piv a roio din da zebriñ? Da belec'h ez in da gousket e-pad an noz? Piv a raio din ur chupennig nevez? O! kalz gwelloc'h, kant gwech gwelloc'h e vefe ganin mervel ivez! Ya, me fell din mervel!... aou! aou! aou!...

 

Tra ma oa o c'harmat evel-se, e klaskas tennañ e vlev eus e benn: met e vlev a oa e koad ha setu ne c'hallas ket zoken terriñ e c'hoant da sankañ e vizied e-barzh.

D'ar poent-se e tremenas a-us dezhañ, en aer, ur C'hudon bras hag a chomas a-sav, e ziaskell astennet, hag a huchas dezhañ eus an uhel:

- Lâr din, ma bugel, petra a rez du-se en traoñ?

- Ne welez ket? leñvañ a ran! - eme Pinocchio en ur sevel e benn hag en ur frotañ e zaoulagad gant milgin e chupenn.

- Lâr din, - a ouzhpennas neuze ar C'hudon - daoust hag anaout a rez, e-touez da gompagnuned, ur vargodenn anvet Pinocchio?

- Pinocchio? ... Lâret 'peus Pinocchio? - eme ar vargodenn en ur lammat diouzhtu en he sav. - Me an hini eo!

Ar C'hudon, pa glevas ar respont-se, a ziskennas buan-buan hag a zeuas d'en em bozañ war an douar. Brasoc'h e oa eget ur c'hog-Indez.

- Anaout a rez eta Geppetto ivez? - a c'houlennas ouzh Pinocchio.

- Anaout anezhañ? Hemañ eo ma faourkaezh tadig! Komzet en deus dit diouzhin 'michañs? Ha kas a ri ac'hanon davetañ, ma'z eo bev bepred? Respont din mar plij: ha bev eo bepred?

- P'am boa kimiadet dioutañ tri deiz 'zo e oa war ribl ar mor.

- Oc'h ober petra e oa?

- O kalfichat, e-unan, ur vagig vihan evit treuziñ ar Meurvor. Ouzhpenn pevar miz zo emañ ar paourkaezh den-se o klask war da lerc'h dre ar bed. Ha pa n'en deus kavet roud ebet diouzhit, en deus lakaet bremañ en e soñj dispenn da roudoù e broioù pell ar Bed Nevez.

- Pegeit zo ac'hann da ribl ar mor? - a c'houlennas Pinocchio, berr warnon gant an anken.

- Ouzhpenn mil kilometr.

- Mil kilometr? O ma C'hudon-me, pegen brav e vefe din kaout da zivaskell!...

- M'az peus c'hoant, e vi douget di ganin.

- Penaos?

- A-c'haoliad war ma c'hein. Kalz a bouez zo ennout?...

- Kalz a bouez? er c'hontrol! Skañv on evel un delienn.

Neuze, hep lavaret hiroc'h, e lammas Pinocchio war gein ar C'hudon, ha gant ur c'har diouzh un tu, eben diouzh an tu all evel ma ra ar varc'hegerien, e huchas, stad ennañ: - Galoup, galoup, marc'hig, mall eo ganin en em gavout!...

Ar C'hudon a zibradas hag un toullad munutennoù goude e oa erru ken uhel en aer ma nije stok-stok ouzh ar c'houmoul. Neuze e teuas c'hoant da Binocchio da deurel ur sell d'an traoñ, met diwar ar spont a savas ennañ hag ar vezevenn a grogas en e benn, e stardas strizh-strizh e zivrec'h en-dro da c'houzoug e jav pluñvek da virout da gouezhañ a-benn-draouilh d'an traoñ.

 

Nijal a rejont a-hed an deiz ha war-dro serr-noz e lavaras ar C'hudon:

- Sec'hed bras am eus!

- Ha me 'm eus naon bras! - a lavaras Pinocchio.

- Greomp un harp er c'houldri-hont, un toullad munutennoù ac'hann, ha goude e talc'himp gant hor beaj evit bezañ erru war ribl ar mor warc'hoazh da darzh-an-deiz. Mont a rejont en ur c'houldri goullo, 'lec'h na oa nemet ur varazhad dour hag ur banerig leun a biz-logod.

Biskoazh en e vuhez ne oa bet Pinocchio evit gouzañv ar piz-logod, un heug hervezañ hag a roe sav-kalon ha poan-vouzelloù dezhañ. En abardaez-se, avat, e tebras dioute betek freuzañ e gof, pe dost.

- Biken n'em bije kredet e c'halle ar piz-logod bezañ ken mat!

- Ma faotrig, - eme ar C'hudon, - ret eo dit gouzout an dra-mañ: pa vezer du gant an naon ha pa ne vez netra all da zebriñ, e teu zoken ar piz-logod da vezañ saourus! An naon n'eo na froudennus na figus!

Goude bezañ torret o naon prim-ha-prim, e kemerjont adarre penn o hent, ha dao dezhi! Er beure war-lerc'h e tegouezhjont war ribl ar mor. Ar C'hudon a ziskennas Pinocchio d'an douar, ha dre ma n'en doa ket c'hoant da glevet bennozhioù evit e vadober, e nijas kuit diouzhtu hag e steuzias.

An aod a oa leun a dud o huchal hag o jestraouiñ en ur sellet ouzh ar mor.

- Petra zo c'hoarvezet? - a c'houlennas Pinocchio ouzh ur wrac'hig kozh.

- C'hoarvezet ez eus kement-mañ: ur paourkaezh tadig, kollet gantañ e vabig, en doa lakaet en e benn mont gant ur vag vihan da zispenn e roudoù en tu all d'ar mor. Met rust-daonet eo ar mor hirie hag ar vagig zo war var da vezañ lonket gant an dour.

- Pelec'h emañ ar vagig?

- Du-hont, en traoñ, - eme an hini gozh en ur ziskouez gant he biz ur vag vihan hag a seblante, gwelet eus keid-all, ur grogen ormel gant un denig bihan-bihan e-barzh.

Pinocchio a baras e selloù war an tu-se ha goude bezañ sellet pizh e laoskas ur griadenn skiltrus:

- Hemañ eo ma zadig! hemañ eo ma zadig!

Ar vagig, taolet-distaolet gant ar mor dirollet a steuzie hag a zifluke tro-ha-tro e-kreiz ar c'holeoù. Ha Pinocchio, pintet war lein ur roc'h uhel, ne skuizhe ket o c'hervel e dadig dre e anv hag o wignal dezhañ gant e zaouarn, gant e frilien ha zoken gant ar boned a oa war e benn.

Ha Geppetto, daoust dezhañ bezañ pell bras diouzh an aod, en doa anavezet e vabig, rak tennañ a reas eñ ivez e voned d'e saludiñ ha gant forzh jestroù e roas dezhañ da gompren e vije bet kontant da zistreiñ met  ar mor a oa ken rust ma vire outañ d'ober gant ar roeñvoù ha da dostaat ouzh an douar.

A-daol-trumm e tarzhas ur wagenn spontus hag a lonkas ar vag.

An dud a c'hortozas ar vag da zont war c'horre, met ar vag ne voe ket gwelet ken.

- Paourkaezh den! - a lavaras neuze ar besketaerien bodet war an aod. Hag en ur zibunañ ur bedenn a vouezh izel, e kemerjont hent ar gêr.

Met setu ma klevjont ur griadenn skiltr, ha goude bezañ graet ur sell a-dreñv, e weljont ur paotrig o lammat er mor diwar lein ur roc'h en ur huchal:

- Me fell din saveteiñ ma zadig!

Pinocchio, graet gant koad penn-kil-ha-troad, a chome diboan war c'horre an dour hag a neue koulz hag ur pesk. Gwech e steuzie dindan an dour, douget gant lusk an houl, gwech e teue war wel, pell-bras diouzh an aod, gant ur c'har pe ur vrec'h o tiflukañ eus an dour. A-benn ar fin, e voe kollet ar gwel anezhañ.

 

- Paourkaezh paotr! - a lavaras neuze ar besketaerien bodet war an aod. Hag en ur zibunañ ur bedenn a vouezh izel, e kemerjont hent ar gêr.

Pennad 24  -  Pinocchio a zegouezh en enezenn ar «Gwenan Oberiant» hag eno e kej adarre gant ar Voudig.

Poulzet gant ar spi da erruout e koulz evit sikour e baourkaezh tadig, e neuias Pinocchio e-pad an noz hed-ha-hed.

Na pebezh neuiadenn skrijus e voe honnezh! Glav a-bil, grizilh, tarzhoù-kurun spouronus ha luc'hedennoù o teurel ur sklêrijenn ken splann ha gouloù an deiz.

Pa savas an heol e teuas a-benn da welet, nepell dioutañ, ur vandennad douar hir. Un enezenn e-kreiz ar mor e oa.

Neuze e reas e seizh gwellañ evit tizhout an aod. Poan gollet, rak ar gwagennoù o ruilhal-diruilhal an eil war-lerc'h eben hag o tarzhañ an eil ouzh eben a daole-distaole ar vargodenn evel ur vleñchennig pe ur blouzenn. Met a-benn ar fin e savas, dre eurvad, un doenn-vor ken kreñv ha ken diroll ma voe skubet Pinocchio ganti war traezh an aod.

Ken kalet e voe ar stokadenn ma strakas e holl gostennoù hag e holl velloù pa voe taolet war an douar. Met diouzhtu en em frealzas en ur soñjal:

- Tremenet on gant ar spont ur wech ouzhpenn!

Tamm-ha-tamm e sklaeraas an oabl; an heol en em ziskouezas en e splannañ hag ar mor a zeuas da vezañ ken plaen ha ken kompez hag ur poullad eoul.

Neuze e lakaas Pinocchio e zilhad da sec'hañ en heol hag e stagas da sellet-disellet tro-dro gant ar spi da spurmantiñ, war an dachennad dour ec'hon-se, ur vagig vihan gant un denig e-barzh. Met kaer en devoe sellet pizh-pizh, ne welas dirakañ nemet an oabl, ar mor ha gouelioù ul lestr bennak, ken pell avat ma seblante ur gelienenn.

- Ma oufen da vihanañ anv an enezenn-mañ! - a lavare dezhañ e-unan. - Ma oufen ha poblet eo an enezenn-mañ gant tud a-zoare, da lâret eo gant tud ha n'o deus ket an tech da stagañ ar vugale ouzh skourroù ar gwez; met digant piv e c'hallfen goulenn? digant piv pa n'eus den ebet amañ?

 

O soñjal en em gave e-unan-penn e-kreiz ur vro ec'hon ha didud, e santas kement a velkoni en e galon ma voe prest da leñvañ; met a-daol-trumm e welas, o tremen nepell diouzh ar ribl, ur pesk bras hag a neue war e bouezig, e benn er-maez eus an dour. Ha peogwir ne ouie ket penaos gervel ar pesk dre e anv, e huchas dezhañ, a vouezh uhel evit bezañ klevet mat:

- Ola, aotrou pesk! Koñje a roit din da lâret ur ger deoc'h?

- Ha daou c'her ivez, - a respontas ar pesk hag a oa un Delfin hegarat eus ar seurt na vez ket kavet stank e morioù ar bed.

- Hag ar vadelezh ho pefe da lâret din hag-eñ ez eus, en enezenn-mañ, kêrioù 'lec'h ma c'haller debriñ hep bezañ war var da vezañ debret?

- Evel-just, - a respontas an Delfin. - Kavout a ri unan nepell ac'hann.

- Ha pe hent a gas di?

- Ret e vo dit kemer ar wenodenn-se, a-gleiz, ha kerzhout war-eeun da heul da fri. Ne c'hallez ket faziañ.

- Lârit din c'hoazh. C'hwi hag a vez noz-deiz o neuiñ er mor, daoust ha n'ho peus ket gwelet ur vagig vihan gant ma zadig e-barzh?

- Ha piv eo da dadig?

- Eñ eo gwellañ tadig a zo er bed, ha me fallañ mabig a vale.

- Gant ar barrad-avel a oa en noz all, - eme an Delfin, - e tle bezañ aet ar vagig d'ar strad.

- Ha ma zadig?

- Lonket eo bet moarvat gant ar Morvleiz spouronus, deut un toullad deizioù 'zo da hadañ freuz ha reuz en hon dourioù.

- Ha bras-tre eo ar Morvleiz-se? - a c'houlennas Pinocchio hag a oa krog da grenañ gant ar spont.

- Ha bras eo!... - eme an Delfin. - Evit reiñ dit un alberz eus e vent, e lavarin dit ez eo brasoc'h eget ur savadur a bemp estaj, hag e c'heol zo ken ledan ha ken don ma c'hallfe tremen ennañ diboan un treñ hent-houarn a-bezh gant e stlejerez.

- Ma Doue! - a huchas Pinocchio spontet. Ha gwisket gantañ e zilhad prim-ha-prim, e troas war-du an Delfin hag e lavaras dezhañ: Kenavo deoc'h, aotrou pesk; ho tigarez evit bezañ direnket ac'hanoc'h ha mil bennozh evit ho respontoù hegarat.

War se e kemeras diouzhtu penn ar wenodenn hag e stagas da gerzhout a-gammedoù prim; ken prim ma hañvale bezañ o redek. Ha kerkent ha ma kleve an disterañ trouzig, e troe e benn evit teurel ur sell a-dreñv, bete-gouzout e teuje war e lerc'h ar Morvleiz spouronus, ken bras hag ur savadur a bemp estaj gant un treñ hent-houarn en e c'heol.

Goude un hanter-eurvezh bale e tegouezhas en ur gêrig vihan anvet «Kêr ar Gwenan Oberiant». Ar straedoù a oa leun a dud o redek-diredek a-gleiz hag a-zehou evit o aferioù. Labourat a rae an holl, an holl o doa un dra bennak d'ober. Ne vije ket bet kavet en o zouez ul lugudunner pe ur ruz-botoù na pa vije bet klasket gant ur gleuzeur.

- Komprenet 'm eus, - a lavaras diouzhtu Pinocchio, - ar gêr-mañ n'eo ket diouzhin! N'on ket deut er bed evit labourat! Ha bremañ e oa heskinet gant an naon rak peder eurvezh warn-ugent oa tremenet ha n'en doa debret c'hoazh mann ebet, na pa vije ur pladad piz-logod.

Petra ober?

Ne chome nemet daou zoare da derriñ e naon: klask un tamm labour, pe goulenn ur gwenneg pe un drailhenn vara en aluzen.

Mezh en doa o c'houlenn an aluzen rak meur a wech en doa klevet e dadig o lavaret ne oa nemet ar re gozh hag ar re vac'hagnet o doa droed da glask o boued. Ar beorien wirion er bed-mañ, ar re nemete dellezek da vezañ sikouret ha diboaniet, eo ar re a vez miret oute, pe gant ar gozhni pe gant ar c'hleñved, da c'hounit o bara gant labour o daouarn. An holl re all a rank labourat ha gwazh a se evite ma ne labouront ket ha ma c'houzañvont naon.

Neuze e tremenas war an hent ur gwaz dour-c'hwez-holl ha berr warnañ. Stlejañ a rae e-unan, gant kalz a boan, daou garr leun a c'hlaou.

Diouzh an tres a oa warnañ e soñjas Pinocchio e oa anezhañ un den mat. Tostaat a reas outañ hag en ur stouiñ e zaoulagad gant ar vezh e c'houlennas a vouezh izel:

- Daoust hag-eñ e rofec'h din ur gwenneg en aluzen, rak santout a ran emaon o vervel gant an naon?

- Estreget ur gwenneg, - a respontas ar glaouer, - pevar gwenneg az po diganin ma roez skoazell din da stlejañ ma daou garrad glaou betek ar gêr.

- Souezhet on! - a lavaras Pinocchio damfeuket, - ret eo deoc'h gouzout n'em eus graet  biskoazh labour ul loen-samm ha biskoazh n'em eus stlejet ur c'harr!...

- Gwell a se evidout! - a eilgerias ar glaouer. - Neuze ma faotr, ma santez da vat emaout o vervel gant an naon, debr 'ta div bastell vrav eus da vrasoni ha diwall d'ober ur re-gofad.

Un toullad munutunennoù goude e tremenas ur mañsoner hag a zouge war e chouk ur boutegad raz.

- Daoust hag-eñ, aotrou mat, e rofec'h ur gwenneg en aluzen d'ur paourkaezh paotr o c'hlaouriñ gant an naon?

- Laouen! deus ganin da zougen raz, - a respontas ar mañsoner, - hag e-lec'h ur gwenneg az po pemp diganin.

- Met pounner eo ar raz, - a eilgerias Pinocchio, - ha me n'em eus ket c'hoant da boaniañ.

- Ma n'az peus ket c'hoant da boaniañ ma faotr, kendalc'h da c'hoari glaouriñ ha chañs vat dit.

Un hanter-eurvezhig goude e oa tremenet war an hent ugent den all, ha digant an holl en doa goulennet Pinocchio un tammig aluzen, met an holl o doa respontet:

- N'ez peus ket mezh? e-lec'h ober da straner war an hent, kerzh kentoc'h da glask labour ha desk gounit da damm bara! A-benn ar fin e tremenas ur vaouezig vat hag a zouge daou vrokad dour.

- Kontant oc'h, maouez vat, e evfen ur gouzougad dour eus ho prok? - eme Pinocchio hag a oa devet gant tan ar sec'hed.

- Ev hardizh, ma faotr! - eme ar vaouezig en ur bozañ an daou vrokad dour war an douar.

Pinocchio, goude bezañ evet evel ur spoueenn, a valbouzas a hanter-vouezh en ur sec'hañ e c'henoù:

- Torret 'm eus ma sec'hed! Gant ma c'hallfen terriñ ma naon ivez!... Ar vaouezig vat, pa glevas ar c'homzoù-se, a lavaras diouzhtu:

- Ma roez dorn din da zougen unan eus an daou vrok-mañ d'ar gêr, e roin din ur pezhiad bara.

Pinocchio a daolas ur sell ouzh ar brokad dour, ha ne lavaras na ya na nann.

- Ha war un dro gant ar bara e roin dit ur pladad mat a vrikoli temzet gant eoul ha gwinegr, - a ouzhpennas ar vaouez vat.

Pinocchio a daolas adarre ur sell ouzh ar brokad dour, ha ne lavaras na ya na nann.

- Ha goude ar brikoli e roin dit ur madig brav gant likor e-barzh. - Hoalet gant an tamm lipouzerezh-mañ ne c'hallas ket Pinocchio padout pelloc'h, ha graet gantañ e soñj e lavaras:

- Mat eo! Dougen a rin ho prokad dour betek ar gêr!

 

Pounner-tre e oa ar brokad dour ha peogwir n'en doa ket Pinocchio nerzh a-walc'h d'hen dougen a-bouez e zorn, e voe ret-mat dezhañ hen dougen war e benn.

Erruout a rejont er gêr hag ar vaouezig vat a reas da Binocchio azezañ ouzh un daolig staliet-kaer hag a lakaas dirakañ ar bara, ar brikoli hag ar madig.

N'eo ket debriñ a reas Pinocchio, flumañ ne lâran ket. Heñvel e oa e sac'h-boued ouzh ur c'harter goullo chomet didud e-pad pemp miz.

Tamm-ha-tamm e tistardas an naon e wask spontus ha neuze e savas Pinocchio e benn evit trugarekaat e vadoberourez, met a-vec'h m'en devoe sellet pizh ouzh he dremm e laoskas, gant ar souezh, un hir a griadenn: Oooo! hag e chomas bamet, e zaoulagad dispourbellet, e fourchetez er vann hag e c'henoù leun a vara hag a vrikoli.

- Perak kement a souezh? - eme ar vaouez vat en ur c'hoarzhin.

- Eo abalamour.... - a respontas Pinocchio en ur valbouzañ, - eo abalamour... ez oc'h heñvel... e tegasit soñj din... ya, ya, ya, an hevelep mouezh... an hevelep daoulagad... an hevelep blev... ya, ya, ya, blev glas-noz ho peus c'hwi ivez... evelti!... O Boudig-me!... O Boudig-me!... Lârit din ez eo c'hwi, c'hwi an hini eo!... Na lakait ket ac'hanon da ouelañ! Mar goufec'h. leñvet 'm eus bet kement, gouzañvet 'm eus bet kement...

 

Tra ma komze evel-se, e ouele Pinocchio dourek, hag en ur gouezhañ d'an daoulin e vriatas divhar ar vaouezig kevrinus.

Pennad 25  -  Prometiñ a ra Pinocchio d'ar Voudig bezañ fur ha studiañ, rak aet eo skuizh oc'h ober ar vargodenn ha c'hoant en deus da vezañ ur paotrig fur.

Da gentañ e lavaras ar vaouezig vat ne oa ket hi ar Voudig vihan blev glas-noz. Neuze avat e welas e oa bet dizoloet ha pa n'he doa ket c'hoant d'ober muioc'h a ardoù en em roas da anaout hag e lavaras da Binocchio:

- Tamm margodennig fall! Penaos 'peus merzet e oa me an hini oa?

- Ma mignoniezh ouzhoc'h eo he deus lâret din.

- Soñj az peus? Ur plac'hig e oan pa out aet kuit diouzhin ha bremañ on deut da vezañ ur vaouez, ken ma c'hallfen tost da vat bezañ mamm dit.

- Se a blij din meurbet, rak evel-se e rin ma mammig diouzhoc'h e-lec'h ma c'hoarig. Abaoe pell zo e vervan gant ar c'hoant da gaout ur vammig evel an holl vugale all!... Met penaos ho peus graet evit kreskiñ ken buan.

- Ur c'hevrin eo.

- Deskit din ar c'hevrin-se: plijout a rafe din kreskin un tammig me ivez. Ne welit ket? Bepred on chomet ken bihan hag ul logodenn.

- Met te ne c'hallez ket kreskiñ, - eme ar Voudig.

- Perak?

- Ar margodennoù ne greskont morse. Evel margodennoù e teuont war an douar, evel margodennoù e vevont hag evel margodennoù e varvont.

- O! skuizh on oc'h ober bepred ar vargodenn! - a huchas Pinocchio en ur reiñ ur skouarnad dezhañ e-unan. - Poent e vefe din bremañ dont da vezañ un den evel an holl re all.

- Hag e vi, pa vi dellezek da vezañ...

- Evit gwir? Ha petra zo d'ober evit bezañ dellezek?

- Un dra aes-meurbet: kustumiñ da vezañ ur paotrig a-zoare.

- Ha se n'on ket, marteze?

- Na tost da vezañ! Ar baotred a-zoare zo sentus, e-kichen te...

- Me ne sentan morse.

- Ar baotred a-zoare a blij dezhe studiañ ha labourat, ha te...

- E-kichen me a ran ma straner ha ma ruz-botoù hed-ha-hed ar bloaz.

- Ar baotred a-zoare a lavar bepred ar wirionez...

- Ha me a lavar bepred gevier.

- Ar baotred a-zoare a ya d'ar skol gant plijadur...

- Hag ar skol a ro din-me poan-gof. Met diwar hirie e fell din cheñch buhez.

- Hen prometiñ a rez din?

- Hen prometiñ a ran. C'hoant am eus da vezañ ur paotrig a-zoare ha fellout a ra din bezañ frealz ma zadig... Pelec'h emañ ma faourkaezh tadig d'an eur-mañ?

- N'ouzon ket.

- Hag ar c'hras am bo da welet anezhañ adarre ha da stardañ ma divrec'h en-dro dezhañ?

- Ya, soñjal a ra din... ha sur on pa lârin mat.

Ken laouen e voe Pinocchio gant ar respont-se ma krogas e daouarn ar Voudig ha ma stagas da bokat dezhe gant kement a verv ma seblante bezañ aet er-maez anezhañ e-unan gant al levenez. Neuze e savas e benn, hag en ur sellet outi gant karantez e c'houlennas:

- Lâr din, mammig: n'eo ket gwir eta ez out marv?

- Evit doare n'on ket, - a respontas ar Voudig gant ur mousc'hoarzh.

- Mar goufes pegen bras eo bet ma doan ha penaos on bet mouget gant ar glac'har p'am eus lennet ar gerioù-mañ: Amañ emañ beziet...

- Hen gouzout a ran, hag abalamour da se end-eeun em eus pardonet dit. Gant da c'hlac'har don ha gwirion ez peus diskouezet din ez eus ur galon vat en da greiz. Digant ar vugale a galon vat, zoken pa vezont un tammig diboell ha techet da c'hoari o fenn, e c'haller bepred gortoz un dra vat; bepred e c'haller kaout fiziañs da welet anezhe o tistreiñ war an hent mat.

- O! Na pegen brav eo! - a huchas Pinocchio en ur lammat gant al levenez.

- Neuze e senti ouzhin hag e ri bepred ar pezh a lavarin dit.

- Laouen, laouen, laouen!

- Warc'hoazh, - eme ar Voudig, - e stagi da vont d'ar skol.

Kerkent e voe diskaret levenez Pinocchio.

- Goude e tibabi, diouzh da c'hoant, un arz pe ur vicher...

Pinocchio a wiskas un dremm dic'hoarzh.

- Petra emaout o c'hrozmolat etre da zent? - a c'houlennas ar Voudig war un ton feuket.

- Lâret a raen... - a satouilhas Pinocchio a hanter-vouezh, - ez eo bremañ gwall ziwezhat, d'am soñj, evit mont d'ar skol.

- N'eo ket, aotrou. Dalc'h soñj ne vez morse re ziwezhat evit deskiñ ha tapout un tamm skiant.

- Din-me ne blij na arz na micher...

- Perak?

- Skuizhus e kavan labourat.

- Ma faotr, - eme ar Voudig, - ar re a gomz evel-se a echu peurliesañ o buhez pe en toull-bac'h pe en ospital. Ret eo dit gouzout e rank an den, pe binvidik pe baour e ve ganet, plediñ gant un dra bennak er bed-mañ, bezañ oberiant ha labourat. Gwa d'ar re lezirek. Al leziregezh zo ur gwall gleñved hag a rank bezañ trec'het diouzhtu, en hor bugaleaj, rak ur wech erru bras, ne c'hallomp ket ken pareañ dioutañ.

- Studiañ a rin, labourat a rin, ober a rin kement tra a lavari din, rak a-benn ar fin on aet skuizh o ren buhez ur vargodenn ha fellout a ra din dont da vezañ ur paotrig, kousto pe gousto. Hen prometet 'peus din, neketa?

- Hen prometet em eus dit ha bremañ, diouzh ma ri-te e vezo.

Pennad 26  -  Pinocchio a ya d'an aod gant e gompagnuned-skol da welet ar Morvleiz spouronus. 

An deiz war-lerc'h ez eas Pinocchio da skol ar gumun.

 

Soñjit 'ta petra a reas an holl gañfarded pa weljont ur vargodenn o tont en o skol! Ur c'hoarzhadeg diroll, hep fin ebet, a leunias ar c'hlas. Unan a rae ur bourd, egile ur bourd all; unan a sache war boned Pinocchio, egile war e chupenn; unan a glaske tresañ div vourrenn hir dindan e fri gant liv-skrivañ; ha reoù 'zo en em lakaas zoken da stagañ tammoù fisel ouzh e dreid hag ouzh e zaouarn evit ober dezhañ korolliñ.

Pinocchio, e-pad ur predig, a lezas da filañ gant un neuz diseblant; met a-benn ar fin e kollas pasianted hag en ur dreiñ war-du ar re a hegase hag a c'hoapae anezhañ ar muiañ e lavaras war un ton rust:

- Diwallit, paotred: n'on ket deut amañ evit bezañ lakaet da furlukin ganeoc'h. Doujañ a ran ar re all hag e fell din bezañ doujet ivez.

- Brav-bras diaoulig! Komzet 'peus evel ul levr! - a huchas ar gañfarded en ur c'hoarzhin a-lazh-korf. Hag unan, dichekoc'h eget ar re all, a astennas e zorn evit pakañ anezhañ dre veg e fri.

Met n'en devoe ket amzer d'hen ober rak Pinocchio a astennas e c'har dindan an daol hag a zarc'haouas un taol-troad ouzh e werzhidoù-gar.

- Aiou! pebezh treid kalet! - a youc'has ar paotr en ur frotañ e c'har bronduet.

- Ha pebezh ilinoù!... kaletoc'h c'hoazh eget e dreid! - eme unan all hag en doa tapet, evit e farsadennoù dizoare, un taol-ilin en e stomok.

Bezet a vezo, gant an taolioù-se e c'hounezas Pinocchio diouzhtu istim ha mignoniezh an holl skolidi: an holl a rae dezhañ mil allazig hag an holl, a-greiz o c'halon, a youle  mad dezhañ.

Ar mestr-skol ivez a rae meuleudi dezhañ peogwir e oa aketus, troet da zeskiñ, speredek; ha bepred e veze an hini kentañ oc'h erruout er skol hag an hini diwezhañ o sevel diouzh e blas pa veze echu ar skol.

N'en doa nemet ur si: techet e oa d'en em veskañ gant re a gompagnuned hag e-touez ar re-se e oa kalz lankoned gwall-vrudet evit o diegi da studiañ hag o dic'hoant da dennañ enor warne o-unan.

Berzet e veze bemdez gant ar mestr-skol; ha diouzh he zu ne vanke ket ar Voudig vat da lavaret hag adlavaret ingal dezhañ:

- Diwall Pinocchio! Abred pe ziwezhat e teuio da wallgompagnuned-skol a-benn da zisplantañ eus da galon ar garantez az peus ouzh ar studi ha marteze zoken da sachañ ur gwallreuz bennak war da gein.

- N'eus riskl ebet! - a responte Pinocchio en ur ober ur c'hruz d'e zivskoaz hag en ur stekiñ gant e viz-yod ouzh e dal, evel da lavaret: «Gant ar skiant-vat a zo amañ e-barzh!».

Met setu un deiz, tra ma oa o kerzhout war-du ar skol, e kejas gant ur strollad eus e gompagnuned kustum hag a zeuas en arbenn dezhañ en ur lavaret:

- Klevet 'peus ar c'heloù?

- 'M eus ket.

- Er mor, amañ 'kichen, ez eus erru ur Morvleiz, bras evel ur menez.

- Gwir eo?... Daoust hag ar Morvleiz-se eo an hini a oa er mor pa'z eo bet beuzet ma faourkaezh tadig?

- Ni a ya d'an aod da welet anezhañ. Dont a rez ganimp?

- 'Rin ket: c'hoant 'm eus da vont d'ar skol.

- Petra eo dit ar skol? D'ar skol ez aimp warc'hoazh. Petra vern ur gentel muioc'h pe unan nebeutoc'h? Bepred e chomimp azened.

- Hag ar mestr-skol, petra lâro?

- Ar mestr-skol a lâro pezh a garo. Paeet e vez evit grozmolat a-hed an deiz, forzh penaos.

- Ha ma mammig?...

- Ar mammoù n'ouzont morse mann ebet, - a respontas ar pezhioù divergont-se.

- Goût a ouzoc'h petra rin? - eme Pinocchio. - Abegoù mat am eus da vont da welet ar Morvleiz... met mont a rin goude ar skol.

- Paourkaezh inosant! - eme unan eus ar strollad. - Krediñ a ra dit e chomo ur pikol pesk evel hemañ d'ober hervez da did? Kerkent ha ma kavo hir e amzer e troio beg war-du ul lec'h all, ha kenavo.

 

- Pegeit amzer vez lakaet da vont ac'hann d'an aod? - a c'houlennas Pinocchio.

- A-benn un eur amañ e vimp distro.

- Neuze, dao en hent! gwelomp piv vo ar gwellañ da redek! - a huchas Pinocchio.

Roet gant se an urzh da loc'hañ, e stagas ar strollad lankoned, o levrioù hag o c'haieroù gante dindan o c'hazel, da redek a-dreuz ar parkeier. Bepred e rede Pinocchio a-raok an holl evel p'en dije bet eskell ouzh e dreid.

Gwech ha gwech all e taole ur sell a-dreñv hag e rae goap ouzh e gompagnuned chomet pell war e lerc'h. Hag ouzh o gwelet o tic'hwezhañ, berr warne, goloet-holl a boultrenn, o zeod er-maez eus o genoù, e c'hoarzhe a-greiz kalon. Ar paourkaezhig ne ouie ket c'hoazh en arbenn da be enkrezioù ha da be reuzioù spontus e oa o redek!...

Pennad 27  -  Krogad bras etre Pinocchio hag e gompagnuned. Unan anezhe a chom gloazet ha Pinocchio zo harzet gant ar garabinerien.

Erruet war an aod e taolas Pinocchio ur sell aketus ouzh ar mor, met ne welas Morvleiz ebet.

Lufr e oa ar mor evel ur sklasenn vras.

- Pelec'h emañ ar Morvleiz? - a c'houlennas en ur dreiñ war-du e gompagnuned.

- Aet eo moarvat da glask e zijuni, - a respontas unan en ur c'hoarzhin.

- Pe d'en em deurel war e wele d'ober un tamm moredadenn, - a ouzhpennas unan all en ur c'hoarzhin kreñvoc'h c'hoazh.

Ar respontoù diboell-se, heuliet gant riskignadennoù goapaus a roas da gompren da Binocchio e oa bet bourdet gant e gompagnuned: kontet e oa bet klinkoù dezhañ. Blaz an trenk a gavas gant ar soubenn, ha droug ennañ e lavaras gant ur vouezh c'hwerv:

- Ha bremañ? petore plijadur 'peus kavet o kontañ din koñchenn ar Morvleiz?

- Plijadur zo bet, se zo sur!...

- Da lâret eo?...

- Ar blijadur da lakaat ac'hanout da vankout ar skol evit dont ganimp. N'ez peus ket mezh oc'h en em ziskouez ken aketus ha ken difraeüs e-pad ar c'hentelioù? N'ez peus ket mezh o studiañ evel ma rez?

- Ha mar studian, petra ra se deoc'h?

- Ober a ra kalz dimp, rak abalamour dit e reomp neuz fall dirak ar mestr...

- E pe zoare?

- Ar skolidi troet war ar studi a vount bepred war-dreñv ar re 'gizdomp ha n'o deus ket c'hoant da studiañ. Ha ni ne c'houlomp ket bezañ bountet war-dreñv. Un tammig emlorc'h zo ennomp ivez!...

- Ha neuze petra 'rankan ober 'vit ma voc'h kontant?

- Rankout a rez, te ivez, kemer kas ouzh ar skol, ouzh ar c'hentelioù, ouzh ar mestr, rak ar re-se eo hor brasañ enebourien.

- Ha ma fell din derc'hel da studiañ?

- Ne sellimp ket ouzhit ken, ha lakaet e vi ganimp da zamantiñ kerkent ha ma kavimp hon tu!...

- C'hoant c'hoarzhin a zeu din tost da vat, - eme Pinocchio gant un hejadennig d'e benn.

- Ola, Pinocchio! - a huchas neuze an hini brasañ eus ar gañfarded en ur gerzhout a-benn dezhañ. - Arabat dit ober da vrabañser, arabat dit sevel da gribell ken uhel!... ma n'az peus ket aon razomp, ni n'hon eus ket aon razout kennebeut! Dalc'h soñj, te zo da-unan ha ni zo seizh.

- Seizh evel ar pec'hejoù marvel, - eme Pinocchio gant ur mell c'hoarzhadenn.

- Klevet 'peus? Dismegañset omp bet gantañ! Pec'hejoù marvel 'n eus graet diouzhimp!...

- Pinocchio! goulenn pardon diganimp evit ar gwall-anv-se... peotramant, gwa dit!...

- Koukoug! eme Pinocchio en ur skeiñ gant e viz-yod ouzh beg e fri kement hag ober  goap.

- Pinocchio! se a denno da wall fin!...

- Koukoug!

- Un trepan az po hag unan c'hwek!...

- Koukoug!

- Distreiñ a ri d'ar gêr gant da fri torret!...

- Koukoug!

- Bremañ ez an-me da zigoukougiñ ac'hanout! - a huchas an hardishañ eus al lankoned. Da c'hortoz, tap hemañ ha mir anezhañ 'vit da goan.

Ha gant ar gomz-se e tarc'haouas gantañ un taol-dorn war e benn.

Neuze e voe roet taol evit taol rak Pinocchio, evel ma c'haller soñjal, a respontas ivez gant un taol-dorn, hag eus an eil momed d'egile e savas an taolioù a bep tu hag e tarzhas un emgann didruez.

Pinocchio, evitañ da vezañ e-unan-penn, en em zifenne evel un haroz. Ken mat e ouie ober gant e dreid koad kalet-meurbet ma chome e enebourien pellik dioutañ. Ha kement hini a veze tizhet gant e dreid a vire bep gwech ur vronduenn e koun .

Ar gañfarded, dipitet-bras o welet ne oa ket tu d'en em gannañ korf-ouzh-korf gant Pinocchio, a gavas gwell teurel bannadelloù gantañ, ha goude bezañ dispaket o levrioù e krogjont da stlepel outañ o c'hroazioù-Doue, o yezhadurioù, o dastumadoù kontadennoù, ha kement levr-skol all a oa gante. Met Pinocchio, prim e lagad ha dilu an tamm anezhañ a ziarbenne bepred e koulz, hag al levrioù, goude un nijadenn dreist e benn, a yae holl d'en em goll er mor.

 

Soñjit 'ta pebezh souezh evit ar pesked! Ar pesked hag a grede e oa al levrioù-se traoù da zebriñ a neue a-rez an dour, met goude bezañ kroget en ur bajenn e krañchent anezhi diouzhtu en ur gammañ o genoù evel da lavaret: «An traoù-se n'int ket diouzhimp, kustum omp d'ober prejoù kalz gwelloc'h!»

War startaat ez ae ar c'hrogad pa erruas ur C'hrank bras difoupet eus an dour ha pignet krap-digrap war e bouezig betek an draezhenn. Gant ur vouezh raouliet hag a sone evel un drompilh siferniet e huchas:

- Paouezit, marmouzien fall a zo ac'hanoc'h! Ral a wech e tro da vat ar brezelioù etre kañfarded. Bepred e c'hoarvez ur reuz bennak!...

Paourkaezh Krank! Lezet e voe e gomzoù da vont gant an avel. Kaeroc'h zo, an hailhon-se a Binocchio a droas e benn en a-dreñv hag en ur deurel warnañ ur sell a-dreuz e lavaras dichek:

- Ro peoc'h, Krank torr-revr!... Gwell vefe dit chutellat div bastilhezenn touskan evit pareañ da boan-c'houzoug. Kae d'az kwele kentoc'h ha klask c'hweziñ!

E-keit-se, stlapet gante o holl levrioù er mor, e welas ar gañfarded levrioù Pinocchio nepell dioute, hag int ha tapout krog enne buanoc'h eget lavaret.

E-touez al levrioù-se a oa ur mell levr keinet e gavrgen, gant ur golo kartoñs tev ha kalet, kreñvaet ar c'hornioù anezhañ gant lêr. Ul Levr Niveroniezh e oa. Soñjit 'ta pe bouez a oa ennañ!

Unan eus ar gañfarded a begas el levr hag a stlapas anezhañ gant holl nerzh e vrec'h en ur vizañ penn Pinocchio. Met e-lec'h tizhout ar vargodenn, e tizhas penn unan eus e gompagnuned. Hemañ a yeas gwenn evel ul lien nevez-kannet ha ne c'hallas lavaret nemet ar gerioù-mañ:

- O ma Doue, deut d'am sikour... mervel a ran!

Neuze e kouezhas a-hed e gorf war traezh an aod.

O welet ar c'horfig marv-se, e kemeras ar gañfarded spourounet hed o gar ha goude un toullad munutennoù e oant aet diwar wel.

Met Pinocchio a chomas aze hag en desped d'ar boan ha d'ar spont a waske e galon, ez eas da soubañ e frilien en dour hag e stagas da c'hlebiañ ividig e baourkaezh kompagnun-skol. Hag e-keit-se e ouele dourek hag e c'halve anezhañ dre e anv en ur lavaret:

- Eugenio!... paourkaezh Eugenio!... Digor da zaoulagad ha sell ouzhin!... Perak ne respontez ket? N'eo ket me en deus graet droug dit! Kred ac'hanon, n'eo ket me!... Digor da zaoulagad, Eugenio...

O ma Doue! Penaos e rin-me evit distreiñ d'ar gêr? Penaos e kredin en em ziskouez d'am mammig vat? Petra e teuin da vezañ?... Da belec'h tec'hout?... Pelec'h en em guzhat?... O! kalz gwelloc'h, mil gwech gwelloc'h e vije bet din mont d'ar skol!... Perak 'm eus sentet ouzh ar gompagnuned-se a gas ac'hanon d'an ifern?... Hag ar mestr en doa lâret din!... ha ma mammig he doa lâret din ivez: «Diwall ouzh ar wallgompagnuned!» - Met pennek on... aheurtet on... Lezel a ran an holl da gaozeal, ha goude ez an bepred da heul ma fenn!... Ha bepred em bez da zamantiñ... Evel-se 'mañ kont, abaoe ma'z on ganet, biskoazh n'em eus bet ur c'hard-eurvezh evurusted. Ma Doue! Petra e teuin da vezañ, petra e teuin da vezañ?...

Hag e talc'he Pinocchio da ouelañ, da c'harmat, da skeiñ gant e zorn war e benn ha da c'hervel ar paourkaezh Eugenio dre e anv pa glevas a-daol-trumm trouz boud  kammedoù o tostaat.

Treiñ a reas e benn hag e welas daou garabiner.

- Petra 'rez astennet evel-se war an douar? - a c'houlennjont ouzh Pinocchio.

- Ober a ran war-dro ma c'hompagnun-skol.

- Ur fallaenn en deus bet?

- Ya, evit doare!...

 

- Estreget fallaenn! - eme unan eus ar garabinerien en ur stouiñ da sellet a-dost ouzh Eugenio. - Ar paotr-mañ en deus ur gouli en e ividig. Gant piv eo bet gloazet?

- N'eo ket ganin, a valbouzas Pinocchio, troc'het dezhañ e alan.

- Ma n'eo ket ganit-te, gant piv neuze eo bet gloazet?

- N'eo ket ganin - a adlavaras Pinocchio.

- Ha gant petra eo bet gloazet?

Gant al levr-mañ. - Ha Pinocchio a dapas diwar an douar an Levr Niveroniezh, keinet gant kartoñs ha gavrgen evit diskouez anezhañ d'ar c'harabiner.

- Hag al levr-mañ, da biv eo?

- Din.

- Trawalc'h bremañ, n'eus ket ezhomm da glask pelloc'h. Sav alese diouzhtu ha deus ganimp.

- Met me...

- Deus ganimp!

- Met digablus on...

- Deus ganimp!

A-raok mont kuit e c'halvas ar garabinerien ur bagadig pesketaerien hag a oa o tremen d'an ampoent gant o bag tost d'ar ribl hag e lavarjont dezhe:

- Fiziout a reomp ennoc'h ar paotrig-mañ tizhet en e benn. Kasit anezhañ ganeoc'h d'ar gêr ha grit war e dro. Warc'hoazh e tistroimp da welet anezhañ.

Ha goude bezañ lakaet Pinocchio kreiz etreze o-daou, e c'hourc'hemennjont dezhañ war un ton rust:

- War-raok! ha kerzh fonnus! peotramant, gwa dit!...

N'o devoe ket ezhomm d'hen lavaret div wech, rak diouzhtu en em lakaas Pinocchio da gerzhout gant ar wenodennig a gase d'ar gêriadenn. Ar paourkaezh diaoul ne ouie ket ken e petore bed en em gave. Seblantout a rae dezhañ bezañ o huñvreal, met pebezh gwallhuñvre! Er-maez eus e gorf e oa. E zaoulagad a wele pep tra div wech, e zivhar a grene dindanañ hag e deod a oa chomet peg ouzh e staoñ ken ne oa ket evit distripañ an disterañ ger. Ha koulskoude, daoust pegen dirouchet ha badaouet e oa, e sante Pinocchio un draen lemm o treantiñ e galon pa soñje e oa o vont da dremen, paket etre daou garabiner, dindan prenestroù  e Voudig vat.

Erru e oant tost da vat er gêriadenn pa voe skubet boned Pinocchio diouzh e benn gant ur fourrad avel hag a zougas anezhañ dek kammed pelloc'h.

- Ha kontant oc'h, - eme Pinocchio d'ar garabinerien, - ma'z afen da dapout ma boned?

- Kae dezhi ha hast buan.

Mont a reas Pinocchio da zastum e voned... met e-lec'h  lakaat anezhañ war e benn, e vountas anezhañ etre e zent hag e stagas da redek a-benn-herr etrezek an aod. Tec'hout a rae evel un tenn fuzuilh.

Ar garabinerien, o soñjal e vije re start adtapout anezhañ, a isas war e lerc'h ur pezh ki-dogez hag a oa aet ar maout gantañ en holl redadegoù chas. Redek mat a rae Pinocchio met ar c'hi a rede fonnusoc'h egetañ hag an dud a vounte o fenn en o frenestroù, pe a zerede war ar straed, broudet gant ar c'hoant da welet petore fin a vije d'an abadenn skrijus-se.

 

Met ret e voe dezhe chom gant o c'hoant, rak ar c'hi-dogez ha Pinocchio a lakae da sevel a-hed an hent ur goumoulennad poultr ken stank ma ne voe tu ebet ken, goude un toullad munutennoù, da welet netra.

Pennad 28  -  Emañ Pinocchio en arvar da vezañ fritet er billig evel ur pesk.

E-kerzh e redadenn foll e tremenas Pinocchio ur momed spontus, ur momed m'en em santas kollet da vat, rak dre forzh redek ha redek e oa erru Alidor (anv ar c'hi-dogez) ken stok outañ ma oa o vont da gregiñ ennañ.

Trawalc'h eo lavaret e kleve Pinocchio, ur rahouenn a-drek e gein, dirouf trouzus al loen brein-se hag e sante zoken aezhenn domm e alanadennoù.

Dre chañs e oa bremañ tost d'an aod hag e wele ar mor un nebeud kammedoù dirakañ.

A-vec'h erruet war an draezhenn e reas Pinocchio ur pezh mell lamm evel m'en dije graet ur glesker hag e splujas e-kreiz an dour. Alidor a glaskas chom a-sav, met douget gant tizh e redadenn e tifaragoellas eñ ivez er mor. Ar paourkaezh diaoul avat ne ouie ket neuiñ ha setu ma krogas diouzhtu d'en em zifretañ ha da bavata an dour evit chom war c'horre. Met seul vui en em zifrete, seul vui e sanke e benn en dour.

Ha pa dapas gant ar paourkaezh ki bountañ adarre e benn er-maez, e oa divarc'het e zaoulagad gant ar spouron hag e krie dre e harzhadennoù:

- Me zo o veuziñ! Me zo o veuziñ!

- Kae gant ar foeltr! - a respontas Pinocchio eus a-bell, sur da vezañ bremañ e-maez  a riskl.

- Deus d'am sikour, Pinocchio-me!... salv din ma buhez!...

Ar c'hriadennoù frailhus-se a lakaas Pinocchio da drueziñ rak ur galon aour a oa en e greiz, hag en ur dreiñ war-du ar c'hi e lavaras:

- Ha ma teuan war da sikour, daoust ha prometiñ a rez din leuskel ac'hanon e peoc'h ha chom hiviziken hep redek war ma lerc'h?

- Hen prometiñ a ran! Hen prometiñ a ran! Met hast buan en an' Doue rak marv on ma  c'hortozez c'hoazh un hanter vunutenn.

Pinocchio a chomas ur predig etre paouez hag ober, met soñj a zeuas dezhañ eus e dadig hag en doa lavaret meur a wech: «Ne vez ket a goll oc'h ober vad d'an nesañ». Neuze ez eas war neuñv betek Alidor ha goude bezañ kroget en e lost gant e zaou zorn e kasas anezhañ yac'h ha dibistig war ar sec'h.

Poan en doa ar paourkaezh ki o chom en e sav. Lonket en doa kement a zour sall en desped dezhañ ma oa koeñvet evel ur bolotenn. Pinocchio ha n'en doa ket re a fiziañs, a gavas furoc'h en em deurel adarre er mor, hag en ur bellaat diouzh an draezhenn e huchas d'e vignon saveteet:

- Kenavo, Alidor, beaj vat dit ha saludoù d'az tiegezh.

- Kenavo, Pinocchio, - a eilgerias ar c'hi; mil bennozh dit da vezañ troet ar marv diwarnon. Ur vad vras 'peus graet din, ha diouzh ma reomp d'ar re all e vez graet dimp ivez er bed-mañ. Un deiz bennak marteze e welimp...

Derc'hel a reas Pinocchio da neuiñ, en ur chom bepred tost d'an douar. Erfin e seblantas dezhañ bezañ erruet en ul lec'h diogel. Teurel a reas ur sell war an draezhenn hag e welas, war ur garreg, un doare mougev ma save diouti ul lostad moged hir-divent.

- Tan zo a dra-sur er vougev-se, - a soñjas. Gwell a se! Mont a rin di d'en em sec'hañ ha da dommañ d'am c'horf, ha neuze?... ha neuze, c'hoarvezet a c'hoarvezo.

Graet gantañ e vennozh e tostaas ouzh ar garreg, met dres pa oa o vont da grapat outi e santas dindan an dour un dra bennak o sevel, o sevel, o sevel hag o tibradañ anezhañ en aer. Klask a reas tec'hout, met re ziwezhat e oa rak evit e vrasañ souezh e oa paket e-barzh ur roued vras, e-touez ur vordilhad pesked a bep stumm hag a bep ment o tifretañ hag o tispac'hañ evel eneoù e poan.

Ha d'an ampoent e welas, o tont er-maez eus ar vougev, ur pesketaer ken vil ha ken divalav ma seblante ur morvarc'h. E-lec'h blev, en doa war e benn ur vodennad geot glas, puilh ha stank. Glas-gwer e oa e groc'hen, glas-gwer e zaoulagad, glas-gwer e varv hir-hir hag a dape betek an douar. Re-bar e oa d'ur pikol glazard gwintet war e bavioù a-dreñv.

 

Goude bezañ tennet ar roued e-maez an dour, e youc'has ar pesketaer, stad ennañ:

- Na bras eo gras Doue! Hirie adarre e c'hallin ober ur c'hofad mat a besked!

- Dre eurvad n'on ket ur pesk! - a soñjas Pinocchio hag a adkavas un tamm nerzh-kalon.

Kaset e voe ar rouedad pesked e-barzh ar vougev, ur vougev deñval ha leun a voged. En he c'hreiz e oa ur billigad eoul o poazhat hag ar c'hwezh a save diouti a oa ken mougus ma lakae un den da goll mik e alan.

- Gwelomp bremañ petore pesked zo bet tapet! - eme ar pesketaer glas-gwer; ha goude bezañ bountet e-barzh ar roued ur pezh mell dorn ken bras hag ur bal eforn, e tennas er-maez un toullad meilhed.

- Mat ar meilhed-mañ! - emezañ en ur sellet oute hag en ur c'hwesha anezhe gant ur mousc'hoarzh plijet. Ha goude bezañ c'hweshaet mat ar pesked, e taolas anezhe en ur bodez hep dour.

Meur a wech e reas adarre ar memes tra ha bep ma tenne ar pesked all eus ar roued, e sante e c'henoù o tizourenniñ hag e lavare, laouen-dreist:

- Mat ar morlouaned-mañ!...

- Saourus ar meilhi-ruz-mañ!...

- lipous al lizenned-mañ!...

- Dispar ar chifretez-mañ!...

- Koantig ar genougammed-mañ!...

Evel ma c'hallit soñjal ez eas ar morlouaned, ar meilhi-ruz, al lizenned, ar chifretez hag ar genougammed mesk-ha-mesk er bodez d'ober kompagnunezh d'ar meilhed.

An hini chomet da ziwezhañ er roued oa Pinocchio.

- Eus pe ouenn eo ar pesk-mañ? N'em eus ket soñj da vezañ debret biskoazh ur pesk strujet e-giz-se!

Ur sell aketus a daolas warnañ ha goude bezañ sellet pizh-pizh outañ penn-kil-ha-troad e lavaras erfin:

- Komprenet 'm eus: hemañ, sur a-walc'h, zo ur c'hrank.

Neuze, feuket da vezañ bet kemeret evit ur c'hrank, e lavaras Pinocchio, droug ennañ:

- Biskoazh kemend-all! Ur c'hrank a rit diouzhin? Ret eo deoc'h gouzout ez on-me ur vargodenn.

- Ur vargodenn? - eme ar pesketaer. - E gwirionez, ur pesk dianav din eo ar pesk-margodenn! Gwell a se! Muioc'h a blijadur am bo o tebriñ ac'hanout.

- Debriñ ac'hanon? Ne fell ket deoc'h kompren n'on ket ur pesk? Ne glevit ket e ouzon prezeg ha poellata kenkoulz ha c'hwi?

- Re wir eo, eme ar pesketaer, - ha peogwir e welan ez out ur pesk hag en deus an eurvad da ouzout prezeg ha poellata kenkoulz ha me, e rin war da dro gant an doujañs a zo dleet dit.

- Ha petore doujañs e vefe?...

- Evit diskouez dit an istim hag ar vignoniezh a vagan ouzhit, e roin dit da zibab an doare ma fell dit bezañ aozet. C'hoant 'peus da vezañ fritet er billig pe gwelloc'h eo ganit bezañ poazhet er baelon gant chaous tomatez?

 

- Kement ha lavaret ar wirionez, - a respontas Pinocchio, - ma rankan dibab, e kavan gwelloc'h bezañ laosket da vont evit gallout distreiñ d'ar gêr.

- 'maout o farsal? Krediñ a ra dit 'm eus c'hoant da goll ar chañs da dañva ur pesk ken divoutin? N'eo ket bemdez e vez kavet ur pesk-margodenn 'barzh ar mor. Lez-me da ober: fritañ a rin ac'hanout asambles gant an holl besked all, ha kontant e vi. Ur frealz e vez atav bezañ fritet e kompagnunezh reoù all.

War ar c'homzoù-se e stagas ar paourkaezh Pinocchio da ouelañ, da grial, d'en em erbediñ, ha dre e zifronkadennoù e lavare: - Kalz gwelloc'h e vije bet din mont d'ar skol!... Sentet em eus ouzh ar gompagnuned ha bremañ e rankan damantiñ! Aou!... Aou!... Aou!...

Ha peogwir en em wee-diwee evel ur silienn hag e tifrete par ma c'halle evit diflipañ eus krabanoù ar pesketaer glas-gwer, e tapas hemañ ur vroenenn ha goude bezañ ereet Pinocchio ganti penn-kil-ha-troad evel ur silzigenn e taolas anezhañ e foñs ar bodez gant ar re all.

Neuze e tapas ur c'hozh pladig koad leun a vleud, en em lakaas da ruilhañ ennañ an holl besked, ha bep ma vezent bleudet e taole anezhe er billig.

Ar paourkaezh morlouaned a voe ar re gentañ o vont da zañsal en eoul berv. Heuliet e voent gant ar chifretez, ar meilhi-ruz, al lizenned, ar genougammed hag a-benn ar fin e teuas tro Pinocchio. P'en em welas ken tost d'ar marv (ha pebezh marv euzhus!) en em lakaas da grenañ gant ar spont met ne c'hallas ket en em erbediñ, kollet ma oa gantañ e vouezh hag e alan.

Ar paourkaezhig en em erbede gant e zaoulagad!

Met ar pesketaer glas-gwer, hep ober van outañ, hen ruilhas pemp pe c'hwec'h gwech er bleud; ha ken mat e voe bleudet Pinocchio ma teuas da vezañ re-bar d'ur vargodenn blastr.

Neuze e pakas anezhañ dre e benn, ha...

Pennad 29  -  Pinocchio a zistro da di ar Voudig. Homañ a bromet dezhañ e vo echu e vuhez vargodenn an deiz war-lerc'h hag e teuio da vezañ ur paotrig. Merenn war an ton bras gant kafe-laezh evit lidañ an darvoud meur.

Dres pa oa ar pesketaer o vont da skeiñ Pinocchio er billig, e teuas er vougev ur c'hi bras, dedennet gant c'hwezh kreñv hag ilbouedus ar fritadenn.

- Kerzh gant da hent! - a huchas ar pesketaer gourdrouzus, ar vargodenn vleudet bepred gantañ en e zorn.

Met ar paourkaezh ki, du gant an naon, a yude hag a heje-diheje e lost evel da lavaret: «Ro din ur begad fritadenn ha peoc'h az po diganin».

- Kerzh gant da hent, a lâran dit! eme adarre ar pesketaer en ur astenn e c'har da zistagañ un taol troad gantañ.

Met ar c'hi, ha na oa ket kustum da lezel an dud da hejañ kerc'h dezhañ p'en deveze naon da vat, a c'hrognas gourdrouzus en ur ziskouez e zent skrijus d'ar pesketaer.

Dres d'an ampoent e voe klevet ur vouezhig vunut ha gwan o lâret:

- Deus d'am sikour, Alidor!... Deus d'am sikour, pe e vin fritet!

Ar c'hi a anavezas diouzhtu mouezh Pinocchio ha merzout a reas, evit e vrasañ souezh, e oa deut ar vouezhig-se eus ar pakadig bleudet e oa e dorn ar pesketaer.

Neuze petra a reas? En ul lamm e tapas krog er pakadig bleudet hag en ur zerc'hel anezhañ dousik etre e zent e redas e-maez ar vougev hag e tec'has kuit evel ul luc'hedenn!

Ar pesketaer, fuloret-ruz o welet diframmet eus e zorn ur pesk hag en dije debret gant kement a blijadur, a glaskas redek war-lerc'h ar c'hi; met graet gantañ un toullad kammedoù e voe taget gant ur barrad gwaskenn hag e rankas distreiñ.

E-keit-se en doa adkavet Alidor ar wenodenn a gase d'ar gêriadenn; ober a reas un harz hag e pozas gant aked e vignon Pinocchio war an douar.

- Na penaos trugarekaat ac'hanout! - eme ar vargodenn.

- N'eus ket ezhomm, - a respontas ar c'hi. - Saveteet 'peus ma buhez din, ha setu distroet an dorzh d'ar gêr. Er bed-mañ, 'vel ma ouzomp, e tle an holl en em sikour kenetreze.

- Met dre benaos out en em gavet e-barzh ar vougev-se?

- Astennet e oan war an draezhenn, tostoc'h d'ar marv eget d'ar vuhez, pa zeuas betek ma fronelloù c'hwezh ur fritadenn besked degaset eus a-bell gant an avel. Digoret eo bet ma c'halon gant ar c'hwezhig-se ha setu-me o vont da heul ma fri. Ma vijen degouezhet ur vunutenn diwezhatoc'h!...

- Na lâr ket se din! - a huchas Pinocchio hag a oa bepred o krenañ gant ar spont. - Na lâr ket se din! Ma vijes erruet ur vunutenn diwezhatoc'h e vijen-me d'an eur-mañ fritet, debret ha kaset d'an traoñ. Brrr!... mann nemet o soñjal en dra-se e skrijan gant an euzh.

Gant ur c'hoarzh e astennas Alidor e bav dehou war-du Pinocchio ha hemañ a stardas anezhañ kreñv-kreñv evit diskouez e vignoniezh, ha neuze ez eas pep hini en e du.

 

Ar c'hi a adkemeras hent ar gêr ha Pinocchio, chomet e-unan, a yeas betek ul lochenn nepell dioutañ hag a c'houlennas ouzh un denig kozh hag a oa o tommheoliañ war dreujoù e zor:

- Lavarit, aotrou mat, klevet ho peus keloù eus ur paourkaezh paotr tizhet en e benn hag a oa Eugenio e anv?...

- Douget eo bet ar paotr gant ur bagadig pesketaerien el lochenn-mañ, ha bremañ...

Bremañ eo marv!... - a droc'has Pinocchio doaniet-bras.

- N'eo ket: bremañ eo bev ha distroet d'ar gêr.

- Ha gwir eo? - a huchas Pinocchio en ur lammat gant al levenez. - Neuze ne oa ket grevus e c'houli?

- Grevus e c'hallje bezañ bet ha marvel zoken, - a respontas an denig kozh, - rak tizhet eo bet en e benn gant ul levr pounner keinet e kartoñs.

- Ha piv en doa stlapet al levr outañ?

- Ur c'hompagnun-skol dezhañ, Pinocchio e anv...

- Ha piv eo ar Pinicchio-se? - a c'houlennas ar vargodenn en ur ober al leue.

- A-hervez ez eus anezhañ ur gwall-baotr, ur ruz-botoù, ur paotr a foeltr forzh...

- Gwallgomzoù! Gwallgomzoù kement-se holl!

- Anaout a rez-te ar Pinocchio-se?

- Kement ha gwelet anezhañ! - a respontas ar vargodenn.

- Ha petra a soñjez diwar e benn? - a c'houlennas an denig kozh outañ.

- D'am meno ez eus anezhañ ur paotrig mat, troet gant ar studi, sentus, karantezus ouzh e dadig hag ouzh e familh...

Tra ma tibune, hep ruziañ, an holl c'hevier-se, e stokas Pinocchio ouzh e fri hag e verzas e oa bremañ ur rahouenn hiroc'h. Neuze, spontet an tamm anezhañ, en em lakaas da grial:

- Arabat deoc'h, aotrou mat, krediñ ar pezh am eus lâret deoc'h. Anaout mat a ran-me ar Pinocchio-se hag e c'hallan asuriñ deoc'h ez eus anezhañ ur gwall-baotr disentus, diegus da labourat hag a vez bepred oc'h ober e roll hag e ziroll gant e gompagnuned e-lec'h mont d'ar skol.

Ne oa ket peurechuet e gomz, ma verraas e fri ha ma teuas tamm-ha-tamm da vezañ evel ma oa a-raok.

- Ha perak ez out gwenn evel-se? - a c'houlennas an denig kozh a-daol-trumm.

- Setu... hep rat din, on aet d'en em frotañ ouzh ur voger nevez-razet, - a respontas Pinocchio hag en dije bet mezh oc'h anzav e oa bet bleudet evel ur pesk evit bezañ fritet er billig.

- Ha petra 'peus graet eus da chupennig, eus da vragoù, eus da voned?

- Kejet on gant al laeron ha diwisket on bet gante. Lârit din, ma denig kozh, daoust ha n'ho pefe ket un tamm dilhad da reiñ din evit ma c'hallin distreiñ d'ar gêr?

- Ma faotr, a-fet dilhad n'em eus nemet ur sac'hig bihan ma viran ennañ piz-c'hwerv. M'az peus c'hoant, kemer-eñ, setu dit.

Ne voe ket ret lavaret se div wech da Binocchio. Tapout a reas diouzhtu ar sac'hig hag a oa goullo ha goude bezañ graet gant ur sizailh un toull er foñs ha daou doull er c'hostezioù, e wiskas anezhañ e-giz roched. Ha gwisket skañvik evel-se e kerzhas war-du ar gêriadenn.

Met ne oa ket dibreder war hent an distro ha goude bezañ graet ur gammed a-raok e rae diouzhtu ur gammed a-dreñv. Hag etre e roched hag e chouk e lavare:

- Penaos e rin evit en em ziskouez d'am Boudig vat? Petra a lâro pa welo ac'hanon?... Daoust ha pardoniñ a raio din an eil bourd-se?... Klaoustre ne bardono ket din!... Ac'h! sur a-walc'h ne raio ket...

Ha dleet mat eo din, rak un hailhon zo ac'hanon, prometiñ a ran bepred dont da vezañ furoc'h met morse ne zalc'han d'am ger!...

Noz du-dall a oa anezhi pa erruas er gêriadenn ha dre ma oa fall-spontus an amzer ha ma kouezhe an dour a-varazhadoù ez eas ouzh-eeun da di ar Voudig, mennet-start da skeiñ ouzh an nor ha da c'houlenn digor.

 

Met erru dirak an nor e kollas kalon hag e-lec'h skeiñ e pellaas d'ar red war-hed un ugent kammed bennak. Tostaat a reas un eil gwech ouzh an nor, met ne reas mann; tostaat a reas un trede gwech, adarre mann ebet. Ar bedervet gwech avat e krogas er morzhol-dor houarn hag e skoas un taolig bihan-bihan.

Gortoz ha gortoz a reas hag a-benn ar fin, goude un hanter-eur, e voe digoret ur prenestr en estaj diwezhañ (an ti a oa pevar estaj ennañ) ha Pinocchio a welas ur Velc'hwedenn dev, ul lutig enaouet war he fenn, hag a lavaras dezhañ:

- Piv zo aze d'an eur-mañ?

- Emañ ar Voudig er gêr? - a c'houlennas Pinocchio.

- Ar Voudig zo kousket ha ne fell ket dezhi bezañ dihunet. Met te, piv out?

- Me eo!

- Piv eo me?

- Pinocchio.

- Piv eo Pinocchio?

- Ar vargodenn hag a zo o chom en ti-mañ gant ar Voudig.

- A! komprenet 'meus, - eme ar Velc'hwedenn. - Gortoz 'ta, ez an bremañ d'an traoñ hag e tigoran dit diouzhtu.

- Hastit buan, en an' Doue, rak prest on da foeltriñ gant ar riv.

- Ma faotr, ur velc'hwedenn a zo ac'hanon, hag ar melc'hwed ne vez morse mall gante.

Tremen a reas un eurvezh, div eurvezh, hag an nor a chome serret. Neuze, Pinocchio hag a oa o krenañ gant ar riv ha gant ar spont, trempet penn-da-benn gant ar glav, a gemeras kalon hag a skoas un taol kreñvoc'h. Goude an eil taol-se, e voe digoret ur prenestr en trede estaj hag an hevelep Melc'hwedenn a zeuas war wel.

- Melc'hwedenn goant, - a huchas Pinocchio diwar ar straed, - gortozet 'm eus e-pad div eurvezh! Ha div eurvezh, en ur c'hast a nozvezh evel homañ, a zo hiroc'h eget daou vloavezh. Hastit buan, an an' Doue.

- Ma faotr - a respontas eus ar prenestr al lugudenn a loenig habask-se, - ma faotr, ur velc'hwedenn a zo ac'hanon, hag ar melc'hwed ne vez morse mall gante.

Ha klozet e voe ar prenestr.

Nebeut goude e sonas taol an hanternoz, neuze taol un eur, neuze taol div eur goude hanternoz hag an nor a chome serret.

Setu ma kollas Pinocchio pasianted ha ma krogas gant fulor er morzhol-dor evit skeiñ ur mell taol gouest da lakaat an ti a-bezh da dregerniñ. Met ar morzhol-dor hag a oa en houarn a voe troet trumm en ur silienn hag a ziflipas a-dre e zaouarn evit steuziañ er ruzelenn dour a oa e-kreiz ar straed.

- Na petra 'ta! - a grias Pinocchio dallet gant ar gounnar. - Pa'z eo steuziet ar morzhol-dor e vo ret din skeiñ a-dalioù troad.

Ha goude bezañ graet ur souz a-dreñv e tarc'haouas un taol troad a-stroñs ouzh dor an ti. Ken kreñv e voe an taol ma'z eas e droad d'en em blantañ betek an hanter e koad an nor. Ha poan gollet e voe dezhañ klask hen tennañ er-maez, chom a reas sanket en nor evel un tach.

Paourkaezh Pinocchio! Ret e voe dezhañ tremen ar peurrest eus an noz gant un troad war an douar hag egile er vann.

 

A-benn ar fin, da darzh an deiz, e voe digoret an nor.

Ar Velc'hwedenn vat, evit diskenn eus ar pevare estaj betek an nor-dall, n'he doa lakaet nemet nav eur amzer. N'eus ket ezhomm da lâret he doa c'hwezet dourek!

- Oc'h ober petra 'maoc'h gant ho troad sanket 'barzh an nor? - a c'houlennas ouzh Pinocchio gant ur c'hoarzh.

- Ar gwallchañs zo kouezhet warnon. Sellit 'ta, Melc'hwedenn goant, ha gouest oc'h da lakaat fin d'am foanioù?

- Ma faotr, se eo labour ur c'hoadour ha me, biskoazh n'en em eus graet ar goadourez.

- Pedit ar Voudig eus ma ferzh!...

- Kousket eo ar Voudig ha ne fell ket dezhi bezañ dihunet.

- Met petra 'fell deoc'h e rafen-me, tachet ouzh an nor e-pad an deiz?

- Evit diverrañ da amzer, kont ar verienenn a dremen war ar straed.

- Degasit din da vihanañ un dra bennak da zebriñ, n'hallan ket padout ken.

- Diouzhtu! - eme ar Velc'hwedenn.

Ha goude teir eurvezh hanter e welas Pinocchio anezhi o tont en-dro gant ur plad arc'hant war he fenn. Er plad e oa un dorzh vara, ur bolez rostet ha peder abrikezenn zarev.

Pa welas kement-se holl dirakañ en em gavas Pinocchio kennerzhet.

Na bras e voe e zisouezhenn p'en em lakaas da zebriñ ha pa verzas e oa ar bara e plastr, ar bolez e kartoñs hag ar peder abrikez en alabastr livet.

C'hoant en doa da ouelañ, d'en em reiñ d'an dizesper, da stlepel pell dioutañ ar plad ha kement tra a oa e-barzh. Met e-lec'h se, trec'het marteze gant ar boan ha boureviet gant e gof goullo, e kouezhas semplet.

Pa zifallaas e oa astennet war ur gourvezvank hag ar Voudig a oa en e gichen.

- En dro-mañ ivez e pardonan dit, - eme ar Voudig, - met gwa dit ma c'hoariez da benn ur wech all!...

Prometiñ a reas Pinocchio studiañ ha bezañ fur e pep degouezh. Hag evit ar peurrest eus ar bloaz e talc'has d'e c'her. Evit gwir, en arnodennoù dilost-bloaz en devoe an enor da vezañ an hini gwellañ eus an holl skolidi. Hag e emzalc'h a dalvezas dezhañ kement a veuleudioù ma lavaras ar Voudig, laouen-holl:

- Warc'hoazh, a-benn ar fin, e vo sevenet da c'hoant!

- Da lâret eo?

- Warc'hoazh e vo echu ganit bezañ ur vargodenn goad hag e teui da vezañ ur paotrig a-zoare.

Neb n'en deus ket gwelet al levenez o parañ war dremm Pinocchio, ne c'hallo morse empentiñ an evurusted a santas pa glevas ar c'heloù gortozet gantañ gant kement a hirnez. E holl vignoned ha kompagnuned-skol a zlee bezañ pedet, a-benn antronoz, da zont da verennañ war an ton bras da di ar Voudig evit lidañ an darvoud meur. Hag ar Voudig he doa lakaet aozañ daou-c'hant tasad kafe-laezh ha pevar-c'hant baraig amannennet war o daou du. Un devezh kaer ha joaius a oa eta o tont, met...

Siwazh, e buhez ar margodennoù e vez bepred ur met bennak o wastañ pep tra.

Pennad 30  -  E-lec'h dont da vezañ ur paotrig, e tec'h Pinocchio dre guzh gant e vignon Mouchig etrezek Bro ar C'hoarielloù.

Evel-just, e c'houlennas Pinocchio diouzhtu digant ar Voudig an aotre da vont a lec'h da lec'h dre ar gêrig da bediñ e gouvidi; hag ar Voudig a lavaras dezhañ:

- Kae da bediñ da gompagnuned da zont da verennañ warc'hoazh, met bez soñj da vezañ distro d'ar gêr a-raok serr-noz. Komprenet 'peus?

- Dindan un eur amzer e vin distro, hen prometiñ a ran, - a respontas Pinocchio.

- Diwall, Pinocchio! Buan-tre e vez graet promesaoù gant ar vugale, ha ken buan all e vezont disoñjet gante.

- Me, n'on ket evel ar re all, pa brometan un dra e talc'han d'am ger.

- Gwelet e vo. Ha ma tisentez e vo kerse ganit.

- Perak?

- Ar vugale na sentont ket ouzh alioù ar re a oar muioc'h egete a sach bepred ur reuz bennak war o c'hein.

- Hen gouzout a ran diwar skiant-prenañ! - eme Pinocchio. - ha ne vin ket tapet ken!

Hep lavaret hiroc'h e kimiadias Pinocchio diouzh e Voudig vat hag a oa un doare mamm evitañ. Neuze, en ur ganañ hag en ur zañsal ez eas e-maez an ti.

Ne lakaas ket kalz muioc'h eget un eur amzer evit pediñ e holl vignoned. Darn a zegemeras ar bedadenn a-greiz kalon, darn all a reas ardoù, met pa glevjont e vije amannennet war o daou du ar baraoùigoù da soubañ er c'hafe-laezh e lavarjont a-benn ar fin: «Dont a raimp ni ivez, evit ober plijadur dit».

Bremañ ez eus un dra hag a rankit gouzout: E-touez mignoned ha kompagnuned-skol Pinocchio, e oa unan nesoc'h dezhañ ha karet gantañ dreist ar re all. Romeo oa e anv, met an holl a rae Mouchig dioutañ abalamour d'e gorf treut, sec'h ha kras evel ur mouch-gouloù nevez.

Mouchig a oa anezhañ gwashañ lugudenner ha fallañ marmouz a oa er skol a-bezh, met douget-bras e oa Pinocchio dezhañ. Setu ma'z eas diouzhtu d'e di evit e bediñ da verennañ, met ne gavas ket anezhañ. Mont a reas un eil gwech, met Mouchig ne oa ket er gêr. Mont a reas un trede gwech hag e reas an hent en aner.

Pelec'h diskoachañ anezhañ? Klask a reas amañ hag ahont hag a-benn ar fin e welas Mouchig kuzhet dindan porched ur vereuri.

- Oc'h ober petra 'maout aze?

- O c'hortoz hanternoz, evit mont kuit...

- Da belec'h ez ez?

- Pell, pell, pell!

- Ha me zo aet teir gwech d'az kêr da glask war da lerc'h!...

- Ha petra 'felle dit diganin?

- 'Peus ket klevet ar c'heloù bras? N'ouzon ket pebezh chañs zo en em gavet ganin?

- Pe chañs?

 

- Warc'hoazh e vo echu ganin bezañ ur vargodenn hag e teuin da vezañ ur paotrig eveldout hag evel an holl re all.

- Ra vi gwell eus se.

- Pedet out, eta, da zont warc'hoazh da verennañ du-mañ.

- Met pa lâran dit ez an kuit en noz-mañ.

- Da bet eur?

- A-benn nebeut.

- Ha da belec'h ez ez?

- Mont a ran da chom d'ur vro... hag a zo anezhi kaerañ bro er bed: bro ar builhentezh evit gwir!...

- Ha pe anv vez graet diouti?

- Bro ar C'hoarielloù a vez graet diouti. Perak ne zeuez ket te ivez?

- Me? nann, ne'z in ket!

Ar gaou zo ganit, Pinocchio! Kred ac'hanon, ma ne zeuez ket e vo kerse ganit. Pelec'h 'fell dit kavout ur vro yac'husoc'h evidomp-ni bugale? Eno n'eus ket a skolioù, n'eus ket a vistri, n'eus ket a levrioù. Er vro venniget-se ne vez morse studiet. D'ar Yaou ne vez ket graet skol hag e pep sizhun ez eus c'hwec'h Yaou hag ur Sul. Soñj 'ta, ehan-skol an diskaramzer a grog d'an deiz kentañ a viz Genver hag a bad betek an deiz diwezhañ a viz Kerzu. Setu ur vro da blijout din da vat! Evel-se e tlefe bezañ en holl vroioù sevenaet!...

- Ha penaos e tremen an devezhioù e Bro ar C'hoarielloù?

- Tremen a reont etre c'hoari hag ebatal adalek ar beure betek an noz. Da noz, ez eer da gousket hag an deiz war-lerc'h e stager adarre gant ar memes abadennoù. Petra soñjez?

- Hum!... - eme Pinocchio en ur vrallañ un tammig e benn evel da lavaret: «Plijout a-walc'h a rafe din ivez ren ur vuhez evel-se!».

- Neuze, c'hoant az peus da vont ganin? Ya pe nann? Gra da soñj.

- Nann, nann ha nann. Prometet 'm eus d'am Boudig vat bezañ ur paotrig a-zoare ha mennet on da zerc'hel d'am ger. Ha peogwir e welan an heol o tiskenn, ez an kuit diouzhtu. Neuze, kenavo dit ha beaj vat.

- Da belec'h e redez gant kement a herr?

- D'ar gêr. Ma Boudig vat a fell dezhi e vijen distro a-raok serr-noz.

- Gortoz c'hoazh div vunutenn.

- Re ziwezhat e vin.

- Div vunutenn hepken.

- Ha ma klevan kroz neuze digant ar Voudig?

- Lez-hi da grozal. P'he devo grozet a-walc'h e roio peoc'h, - eme an hailhon-se a Vouchig.

- Ha penaos e ri? Mont a rez kuit da-unan pe gant reoù all?

- Ma-unan? Ouzhpenn kant e vimp.

- Ha war droad e reoc'h ar veaj?

- Da hanternoz e tremeno dre amañ ar c'harr hag a gaso ac'hanomp betek ar vro wenvidik-se.

- Na petra a rofen-me evit ma vefe bremañ hanternoz!...

- Perak?

- Evit gwelet ac'hanoc'h o vont kuit holl asambles.

- Chom amañ ur pennad c'hoazh hag e weli.

- Nann, nann, fellout a ra din distreiñ d'ar gêr.

- Gortoz c'hoazh div vunutenn.

- Re a zale 'm eus dija. Prederiet 'vo ar Voudig ganin.

- Paourkaezh Boudig! Aon he deus marteze e c'hallfes bezañ debret gant al logod-dall?

- Neuze, - a gendalc'has Pinocchio, - sur out n'eus ket a skolioù er vro-se?...

- N'eus ket zoken skeud ur skol.

- Na mistri kennebeut?...

- Hini ebet.

- Ha ne vezer ket rediet da studiañ?

- Morse, morse, morse!

- Na kaerat bro! - eme Pinocchio hag a sante e c'henoù o tizourenniñ. - Na kaerat bro! Biskoazh n'on bet eno met ijinañ a ran anezhi!...

- Perak ne zeuez ket te ivez?

- Aner eo dit temptañ ac'hanon! Prometet 'm eus d'am Boudig vat bezañ ur paotrig fur ha ne fell ket din terriñ ma ger.

- Neuze, kenavo dit ha saludoù d'ar skolajidi!... ha d'al liseidi ivez ma weli anezhe war ar straed.

- Kenavo Mouchig, gras dit d'ober ur veaj vat ha d'en em ziduin. Ha dalc'h soñj a-wechoù eus da vignoned.

War se e reas Pinocchio div gammed war-raok, met neuze e chomas a-sav, e troas e benn war-du e vignon hag e c'houlennas:

- Ha sur out ez a c'hwec'h Yaou hag ur Sul d'ober an holl sizhunioù er vro-se?

- Sur ha peursur.

- Ha gouzout a rez, hep mar ebet, e krog ar vakañsoù ar c'hentañ a viz Genver hag e padont betek an deiz diwezhañ a viz Kerzu?

- Hep mar ebet!

- Na kaerat bro! - eme Pinocchio ur wech c'hoazh, entanet-holl.

Neuze, startaet gantañ e vennozh, e ouzhpennas, herrus ha taer:

- Kenavo evit mat, eta, ha beaj vat.

- Kenavo.

- A-benn pegeit ez eoc'h kuit?

- A-benn div eur amañ.

- Un druez! Ma'z afec'h kuit a-benn un eur hepken, marteze e vefen gouest da c'hortoz.

- Hag ar Voudig?...

- Tapet on diwezhat 'forzh penaos!... ha distreiñ d'ar gêr un eur abretoc'h pe un eur diwezhatoc'h, se zo tuig ha talig.

- Paourkaezh Pinocchio! Ha ma klevez kroz digant ar Voudig?

- Ac'hanta! Leuskel a rin anezhi da grozal. P'he devo grozet a-walc'h e roio peoc'h.

E-keit-se e oa serret an noz. Ha noz du-dall e oa pa weljont a-daol-trumm ur goulouig o fiñval er pellder... ha pa glevjont trouz kleierigoù o tintal ha mouezh un drompilh o seniñ ken gwan ha ken moug ma seblantas dezhe klevet ur fubuenn o fraoñval.

- Setu-eñ! a huchas Mouchig en ur lammat en e sav.

- Piv eo? a c'houlennas Pinocchio a hanter-vouezh.

- Ar c'harr hag a zeu da sammañ ac'hanon.

- Ha gwir eo, - a c'houlennas Pinocchio, - ne vez morse rediet ar vugale da studiañ er vro-se?

- Morse, morse, morse!

- Na kaerat bro!... na kaerat bro!... na kaerat bro!...

Pennad 31  -  Goude pemp mizvezh a blijadur, e sant Pinocchio, evit e vrasañ souezh, un divskouarn azen o kreskiñ dezhañ.

 

A-benn ar fin e teuas ar c'harr. Hag e teuas hep ober an disterañ trouz rak paket e oa e rodoù gant tammoù stoub ha pilhennoù.

Stlejet e oa gant daouzek koublad ezenigoù, holl ment-ouzh-ment met disheñvel liv o forpant.

Bez'e oa re c'hris, re wenn, re vrizh, ha reoù all gant roudennoù bras melen ha glas. Ha souezhusat tra, e-lec'h bezañ houarnet evel an holl loened-samm hag an holl loened-tenn, e oa an daouzek koublad-se, da lâret eo ar pevar azenig warn-ugent, arc'henet evel tud gant heuzoù leuegen gwenn en o zreid.

Ha blenier ar c'harr?...

Ijinit un denig bihan, muioc'h a lec'hed ennañ eget a hed, gwak ha flour evel ur bezhienn amann, un dremm heñvel ouzh un aval-roz, ur genaouig dalc'hmat o c'hoarzhin hag ur vouezh izel ha dous evel hini ur c'hazh o klask teneraat kalon mestrez an ti.

An holl vugale, kerkent ha ma welent anezhañ, a chome bamet gantañ hag a lamme a-heligentañ en e garr evit bezañ douget d'ar vro gaer-se, merket war ar gartenn douaroniezh dindan an anv hoalus a Vro ar C'hoarielloù.

Hag evit gwir, ar c'harr oa leun-kouch a baotredigoù etre eizh ha daouzek vloaz, holl bern-war-vern evel gliziged sall en ur varilh. Enket ha gwasket e oant ha mil boan o doa o tennañ o alan, met hini ebet ne lavare grik, hini ebet ne glemme. Frealzet e oant gant ar soñj e vijent erru, a-benn un toullad eurvezhioù, en ur vro na oa enni na levrioù, na skolioù, na mistri, ha ken laouen e oant eus se ma ne santent na skuizhder, na naon, na sec'hed, na c'hoant-kousket.

Kerkent ha ma chomas ar c'harr a-sav e troas an denig ouzh Mouchig ha gant kalz a ardoù hag a orbidoù e c'houlennas outañ en ur vousc'hoarzhin:

- Lavar din, ma faotr kaer, c'hoant 'peus da vont te ivez d'ar vro evurus?

- Ya, sur!

- Lâret a ran dit, ma c'haezhig, n'eus ket plas ken er c'harr. Leun-kouch eo, evel ma welez!...

- Gortozit! - eme Mouchig, - ma n'eus ket plas e-barzh ez an d'en em staliañ war ar walenn-garr.

Ha gant ul lamm, setu eñ a-c'haoliad war ar walenn-garr.

- He te, karantezig?... - eme an denig da Binocchio war un ton loavus. - Petra 'peus c'hoant d'ober? Dont ganimp, pe chom amañ?...

- Chom a ran amañ - a respontas Pinocchio. - C'hoant am eus da zistreiñ d'ar gêr. C'hoant am eus da studiañ ha da dennañ enor warnon er skol evel ma ra an holl baotred a-zoare.

- Chañs vat dit!

- Pinocchio! a lavaras neuze Mouchig. - Sent ouzhin-me: deus kuit ganimp, plijadur hor bo.

- Nann, nann, nann!

- Deus kuit ganimp, plijadur hor bo, - a huchas peder mouezh all eus diabarzh ar c'harr.

- Deus kuit ganimp, plijadur hor bo a grias holl asambles ur c'hant mouezh bennak eus diabarzh ar c'harr.

- Ha ma teuan ganeoc'h, petra a lâro ma Boudig vat? - eme Pinocchio hag a oa krog da voukaat ha da zistreiñ diwar e vennozh.

- Arabat dit terriñ da benn gant soñjoù melkonius. Soñj kentoc'h emaomp o vont d'ur vro m'hor bo frankiz d'ober cholori adalak ar beure betek an noz!

Pinocchio ne respontas ket, met tennañ a reas un huanadenn, hag un eil huanadenn, hag un drede huanadenn. Hag a-benn ar fin e lavaras:

- Grit un tammig plas din: c'hoant am eus da vont me ivez!...

- Ne chom plas goullo ebet, - a eilgerias an denig, - met evit diskouez dit pegen deut-mat out, e c'hallan reiñ dit ma flas war skaoñ ar blenier...

- Ha c'hwi?...

- War droad e rin an hent.

- Nann, ne c'hallan ket asantiñ. Gwelloc'h eo ganin pignat war gein unan eus an ezenigoù-se! - a huchas Pinocchio.

Graet kerkent ha lâret. Tostaat a reas ouzh an azenig dehou eus ar c'houblad kentañ hag e klaskas mont a-c'haoliad warnañ. Met al loen a reas un dro grenn hag a roas dezhañ ur mell taol-penn en e stomok ken ma voe skoet a-bennbouzell d'an douar.

Soñjit 'ta pebezh c'hoarzhadeg dichek ha garv a darzhas e-touez an holl baotred o doa gwelet an arvest.

An denig avat ne c'hoarzhas ket. Leun a garantez e tostaas ouzh an azenig disuj ha war sin reiñ ur pok dezhañ e tiskolpas gant e zent un hanter eus e skouarn dehou.

Pinocchio, savet bremañ war e dreid ha fuloret-ruz, a bignas en ul lamm war gein ar paourkaezh loen. Ha ken brav e voe e lamm ma paouezas ar vugale gant o c'hoarzh evit en em lakaat da youc'hal: «Bevet Pinocchio!» en ur stlakañ o daouarn ken ma findaone.

 

Met a-daol-trumm e savas an azenig e ziv c'har diadreñv en nec'h hag e reas ur winkadenn ken feuls ma voe taolet ar paourkaezh Pinocchio e-kreiz an hent war ur bern grouan.

Ur mell c'hoarzhadeg a savas adarre. Met an denig, e-lec'h c'hoarzhin, a santas en e galon kement a garantez evit an azenig skeudik-se ma tistagas dioutañ gant ur pok an hanter eus e skouarn all. Neuze e lavaras da Binocchio:

- Pign adarre war e gein ha bez dinec'h. An azenig-mañ en doa froudennoù en e benn, met lâret 'm eus daou c'herig e pleg e zivskouarn ha fiziañs am eus ez eo deut da vezañ fur ha poellek.

Pignat a reas Pinocchio hag ar c'harr a loc'has. Met tra ma c'haloupe an ezenigoù ha ma ruilhe ar c'harr war an hent bras meinek, e seblantas da Binocchio bezañ klevet ur vouezh voan, hogozik diverzus o lavaret dezhañ:

- Paourkaezh beulke! C'hoantaet 'peus ober diouzh da benn, met kerse vo ganit!

Pinocchio, abafet an tamm anezhañ, a sellas-disellas en-dro dezhañ evit gouzout eus pelec'h e oa deut ar c'homzoù-se, met ne welas den ebet. An ezenigoù a c'haloupe, ar c'harr a ruilhe, ar baotred e-barzh ar c'harr a oa kousket, Mouchig a ziroc'he evel ur broc'h hag an denig azezet war skaoñ ar blenier a sardonenne etre e zent:

E-pad an noz e kousk an holl
Ha me morse ne gouskan...

Goude bezañ graet un hanter kilometr, e klevas Pinocchio an hevelep mouezhig wan o lavaret dezhañ:

- Dalc'h soñj genaoueg! Ar vugale a baouez da studiañ hag a dro kein d'al levrioù, d'ar skolioù ha d'ar vistri evit en em reiñ holl d'ar c'hoarioù ha d'an ebatoù ne c'hallont ober nemet ur gwall fin!... Hen desket em eus diwar ma c'houst!... hag e c'hallan lâret dit!.. Un deiz a zeuio ma oueli te ivez evel ma ouelan-me hirie... met re ziwezhat e vo neuze!...

Spouronet gant ar c'homzoù-se satouilhet e chuchumuchu, e lammas Pinocchio diwar gein e azenig hag e krogas ennañ dre e vin.

Soñjit 'ta pegen souezhet e voe o welet e azenig o ouelañ... hag o ouelañ dres evel ur bugel!

- Ola, aotrou Denig, - a huchas neuze Pinocchio da vestr ar c'harr, - gouzout a rit petra zo a-nevez? An azenig-mañ zo o ouelañ.

- Lez-eñ da ouelañ: c'hoarzhin a raio pa vo eureujet.

- Met marteze ho peus desket dezhañ kaozeal ivez?

- N'em eus ket: drezañ e-unan en deus desket balbouzañ ur gomz bennak e-pad an tri bloavezh tremenet gantañ en ur gompagnunezh chas embreget.

- Paourkaezh loen!...

- War-raok, war-raok - eme an denig - arabat dimp koll hon amzer o sellet ouzh un azen o ouelañ. Pign adarre war e gein, ha war-raok: fresk eo an noz ha hir an hent.

Sentiñ a reas Pinocchio hep rannañ grik. Ar c'harr a loc'has adarre ha da darzh an deiz e tegouezhjont laouen hag evurus e Bro ar C'hoarielloù.

Ar vro-se ne oa heñvel ouzh hini ebet eus an holl vroioù all er bed. Poblet e oa gant bugale hepken. Ar re goshañ a oa pevarzek vloaz hag ar re yaouankañ a-vec'h eizh vloaz. Levenez ha birvilh a leunie ar straedoù, ur safar laouen ha mezevellus a oa o ren! Kañfarded bodet e pep lec'h a c'hoarie kraoñ, paled, polotenn. Darn a oa a-c'haoliad war ur marc'h-houarn pe war ur marc'h-koad, darn a c'hoarie mouchig-dall, darn all a rede an eil war-lerc'h egile. Reoù zo, gwisket evel furlukined a zebre boulc'hennoù stoub enaouet, reoù all a zibune rimadelloù, a gane, a rae lammoù-faraon, a gerzhe war o daouarn en ur zerc'hel o divhar savet er vann ha reoù all c'hoazh a lakae kelc'hioù da ruilhal. Unan bennak, gwisket evel ur jeneral gant un tokarn paper war e benn a valee e penn ur skouadrennad soudarded e kartoñs bervet. Kalz a c'hoarzhe, a huche, a hope, a stlake o daouarn, a c'hwitelle hag a zreveze kan ar yar o paouez dozvi. Gant kement a cholori, a dodion, a dabac'h diroll e oa ret d'un den stouvañ e zivskouarn evit mirout da vezañ bouzaret. War an holl blasennoù e oa staliet c'hoarivaoù margodennoù bepred leun a vugale adalek ar beure betek an noz. War mogerioù an tiez e oa skrivet gant tammoù glaou traoù brav evel ar re-mañ: Bevet ar c'hoareloù (e-lec'h c'hoarielloù); ne fel ket dimp mont dar skoll (e-lec'h ne fell ket dimp mont d'ar skol); d'an traoñ Aniver Onies (e-lec'h an niveroniezh) ha perlezennoù all, holl ken brav ha ken brav.

A-vec'h taolet troad e kêr ez eas Pinocchio, Mouchig hag an holl vugale o doa graet ar veaj gant an denig, d'en em veskañ e-touez ar strolladoù kañfarded o vreskenn ha goude un toullad munutennoù, evel ma c'haller soñjal, e oant deut da vezañ mignoned gant an holl. Diaes e vije bet bezañ evurusoc'h ha laouenoc'h eget ma oant!

Etre an ebatoù dibaouez hag an diduamantoù a bep seurt, e tremene an eurvezhioù, an devezhioù, ar sizhunvezhioù ken buan ha ma tremen ul luc'hedenn.

- Na kaerat buhez! - a lavare Pinocchio ken lies tro ma tegouezhe dezhañ en em gavout gant Mouchig.

- Gwelet a rez eta e oa ar gwir ganin!... - a eilgerie hemañ. - Ha lâret ne felle ket dit dont! Ha soñjal ez poa lakaet en da benn distreiñ da di da Voudig evit koll da amzer o studiañ!... Ma'z out disammet bremañ diouzh al levrioiù ha dieubet diouzh ar skol, ez eo a-drugarez din ha d'am alioù, hen anzav a rez? N'eus nemet ar gwir vignoned hag a oar ober kement a vad.

- Gwir eo, Mouchig! A-drugarez dit ez on bremañ ur paotr laouen hag evurus. Met goût a rez petra a lâre ar mestr diwar da benn? Lâret a rae atav: «Arabat dit daremprediñ al lampon-se a Vouchig, ur gwallgompagnun zo anezhañ ha ne c'hall deskiñ dit nemet ober an droug!...»

- Paourkaezh mestr! - a eilgerias egile en ur vrallañ e benn. - Goût a ran siwazh en doa kaz ouzhin ha plijadur en deveze atav o wallgomz diwar ma fenn, met madelezhus on ha pardoniñ a ran dezhañ!

- Pebezh ene meur! - eme Pinocchio en ur vriata e vignon gant karantez hag en ur reiñ un pok dezhañ e-kreiz e zaoulagad.

 

Pemp miz oa aet e-biou abaoe ma oa krog Pinocchio da ren ur vuhez disoursi etre c'hoari hag ebatal eus an eil sklêrijenn d'eben hep gwelet morse na levr na skol, p'en devoe ur beurevezh, kerkent ha dihunet, ur souezhadenn divalav hag a drenkas da vat e imor.

Pennad 32  -  Pinocchio a sav dezhañ divskouarn azen; neuze e teu da vezañ un azen gwirion hag e krog da hinnoal.

Ha pehini oa ar souezhadenn-se?

Ez an d'hen lâret deoc'h ma lennerien vihan karet: pa zihunas Pinocchio e skrabas e benn evel kustum, hag en ur skrabañ e benn e verzas...

Divinit 'ta petra a verzas!

Evit e vrasañ souezh e verzas e oa deut e zivskouarn da vezañ ur rahouenn hiroc'h d'an nebeutañ.

Evel ma ouzoc'h e oa bihan-bihan divskouarn Pinocchio abaoe ma oa ganet, ken bihan ma ne vezent ket gwelet zoken! Soñjit 'ta penaos en em santas pa verzas e oa deut e zivskouarn da vezañ ken hir e-pad an noz ma seblantent bezañ div skubellig.

Mont a reas diouzhtu war glask ur melezour evit en em welet ennañ, met ne gavas hini ebet. Neuze e leunias a zour ar gibellig-emwalc'hiñ hag e welas melezouret enni ar pezh n'en dije ket hetet gwelet morse: gwelet a reas e skeudenn kaeraet gant un divskouarn azen eus ar re vravañ.

 

Empentit, ma c'hallit, an anken, ar vezh hag en dizesper a grogas er paourkaezh Pinocchio!

Stagañ a reas da ouelañ, da grial, da skeiñ e benn er voger, met seul vui en em roe d'an dizesper, seul vui e kreske e zivskouarn ha seul vui e kreske ar blev warne.

Dedennet gant ar garmadennoù skiltr-se e teuas er gambr ur c'haer a huneganig hag a oa o chom en estaj-laez. Pa welas Pinocchio e ken bras strafuilh e c'houlennas hegarat:

- Petra zo ganit, ma amezeg kaezh?

- Klañv on, Huneganig-me, klañv-bras... taget gant ur c'hleñved hag a ra aon din! Te oar penaos e vez muzuliet lamm ar gwad?

- Un tammig.

- Neuze, lâr din hag-eñ emañ an derzhienn ganin.

Sevel a reas an Huneganig e bav dehou ha goude bezañ tastornet gwazhienn-veud Pinocchio e lavaras en un huanad:

- Ma mignon kaezh, ur c'heloù fall am eus siwazh da reiñ dit!...

- Pehini?

- Un derzhienn spontus zo ganit!...

- Ha pe derzhienn e vefe?

- Terzhienn an azen.

- Ne gomprenan netra en derzhienn-se! - a eilgerias Pinocchio hag en doa komprenet re vat.

- Neuze ez an da zisplegañ dit, - a gendalc'has an Huneganig. - Klev 'ta, a-benn div pe deir eur amañ e vo echu ganit bezañ ur vargodenn, met ne vi ket ur paotrig kennebeut...

- Ha petra e vin?

- A-benn div pe deir eur amañ e vi un azen gwirion evel ar re a stlej ar c'hirri hag a gas pennoù-kaol ha pennoù-saladenn d'ar marc'had.

- O! Gwa me! gwa me! - a huchas Pinocchio en ur gregiñ gant e zaouarn en e zivskouarn hag en ur sachañ warne gant fulor evel pa vije bet o tifreuzañ divskouarn unan all.

- Ma faotr ker, - eme an Huneganig evit e frealziñ, - petra 'fell dit? Da bep hini e blanedenn. Hervez lezennoù ar furnez ez eo tonket d'an holl lugudennerien vihan a dro kein d'al levrioù, d'ar skolioù ha d'ar vistri evit tremen o devezhioù etre c'hoarioù, ebatoù ha diduamantoù, ober ur gwall fin ha bezañ troet, abred pe ziwezhat, e kemend-all a ezen bihan.

- Evel-se 'mañ kont? evit gwir? - a c'houlennas Pinocchio en ur zifronkal.

- Siwazh, evel-se 'mañ kont! Ha bremañ ne dalv ket dit gouelañ. Ret e oa dit en em soñjal abretoc'h!

- Met n'eo ket dre ma faot eo: an hini nemetañ a zo kablus eo Mouchig, kred  ac'hanon hardizh Huneganig!...

- Ha piv eo ar Mouchig-se!...

- Ur c'hompagnun-skol din. Fellout a rae din distreiñ d'ar gêr, fellout a rae din bezañ sentus, fellout a rae din studiañ ha dennañ enor warnon... met Mouchig a lâras din: «Perak 'fell dit terriñ da benn o studiañ? perak 'fell dit mont d'ar skol? Deus kentoc'h ganin da Vro ar C'hoarielloù: eno ne vo ket ret dimp studiañ, eno en em ziduellimp adalek ar beure betek an noz ha laouen e vimp atav».

- Ha perak 'peus heuliet ali ar falsvignon-se, ar gwallgompanun-se?

- Perak?... Abalamour ma'z on, Huneganig-me, ur vargodenn diskiant... ha digalon. O! m'am bije bet un tamm kalon em c'hreiz, morse n'em bije dilezet ar Voudig vat a oa evidon evel ur vamm hag he doa graet kement a vad din!.. ha d'an eur-mañ ne vijen ket ken ur vargodenn met ur paotrig a-zoare evel kalz reoù all! O!... Ma tegouezh din kavout Mouchig war ma hent, gwa dezhañ! E begement a glevo diganin!

War se en em lakaas e doare da vont er-maez, met pa voe e toull an nor e teuas soñj dezhañ eus e zivskouarn azen hag e ruzias gant ar vezh o soñjal e vije ret dezhañ o diskouez d'an holl. Ha petra a reas? Tapout a reas ur mell boned kotoñs hag hen sankañ a reas don war e benn, betek beg e fri.

Neuze ez eas er-maez hag en em lakaas da glask Mouchig dre-holl. Klask a reas war ar plasennoù, er c'hoarivaoù, e pep lec'h, met ne gavas ket anezhañ. Goulenn a reas keloù dioutañ digant kement hini a zegouezhe gantañ war an hent, met den ebet n'en doa e welet.

 

Mont a reas neuze d'e glask d'e gêr hag erruet dirak an nor e skoas outi.

- Piv zo aze? - a c'houlennas Mouchig eus an diabarzh.

- Me 'n hini eo! - a respontas Pinocchio.

- Gortoz un tamm, ez an da zigeriñ dit.

Goude un hanter-eur e voe digoret an nor. Soñjit 'ta pegen souezhet e voe Pinocchio pa welas, en ur antreal er gambr, e vignon Mouchig gant ur mell boned kotoñs sanket don war e benn betek e fri.

Ar boned-se a frealzas un tammig Pinocchio hag a soñjas diouzhtu en e greizon:

«Daoust ha taget e vefe ma mignon gant ar memes kleñved? Daoust ha skoet e vefe eñ ivez gant terzhienn an azenig?...»

Ober a reas evel pa n'en dije gwelet netra hag e c'houlennas outañ gant ur mousc'hoarzh:

- Penaos 'mañ kont ganit, Mouchig kaezh?

- Diouzh ar c'hentañ. En em gavout a ran evel ul logodenn war un tamm kig-sall.

- Evit gwir ha da vat e lârez se?

- Ha perak e tlefen lâret gevier?

- Ma digarez mignon, met evit petra e tougez war da benn ur boned kotoñs hag a c'holo da zivskouarn a-bezh?

- Se zo bet gourc'hemennet din gant ar medisin abalamour m'am eus gloazet penn ma glin. Ha te, margodenn gaezh, evit petra e tougez ur boned kotoñs sanket don war da benn betek da fri?

- Se zo bet gourc'hemennet din gant ar medisin abalamour m'am eus dirusket ma zroad.

- O! paourkaezh Pinocchio!...

- O! paourkaezh Mouchig!..

Goude ar c'homzoù-se e renas ar sioulder hag e-pad pell amzer e chomas an daou vignon da sellet gant fent an eil ouzh egile.

A-benn ar fin e lavaras Pinocchio d'e gompagnun gant ur vouezh flour ha moan:

- Lâr din, Mouchig kaezh, kement ha gwalc'hañ ma c'hoant-gouzout: ha taget out bet ur wech bennak gant ar boan-divskouarn?

- Gwech ebet!... Ha te?

- Gwech ebet! Met abaoe ar beure-mañ e vezan lakaet diaes gant ur skouarn.

- Skoet on me ivez gant ar memes droug.

- Te ivez?... Ha petore skouarn a ra poan dit?

- O-div. Ha dit-te?

- O-div. Daoust hag-eñ e vefe an hevelep kleñved?

- Marteze a-walc'h, 'm eus aon!

- C'hoant 'peus d'ober plijadur din, Mouchig?

- Laouen! a-greiz kalon.

- Diskouez a rafes din da zivskouarn?

- Perak ne rafen ket? Met da gentañ e fell din gwelet da re, Pinocchio ker.

- Nann, te a rank diskouez da re da gentañ.

- Ne rin ket kaezhig! Te da gentañ ha me war-lerc'h!

- Mat, - eme Pinocchio neuze, - Greomp ur marc'had etre mignoned vat.

- Gwelomp 'ta.

- Tennomp hon-daou hor bonedoù d'an hevelep koulz. Mat eo dit?

- Mat eo din.

- Neuze, diwall!

Kregiñ a reas Pinocchio da gontañ a vouezh uhel:

- Unan! Daou! Tri!

Pa zeuas ar ger tri! e tennas an daou baotr o bonedoù diouzh o fennoù hag e stlapjont anezhe en aer.

Neuze e c'hoarvezas un dra hag a seblantfe bezañ dreist-kredenn ma ne vefe ket gwir. Pa welas Pinocchio ha Mouchig e oa kouezhet ar memes dichañs warne o-daou, e-lec'h en em santout mezhekaet ha reuziet, e krogjont d'en em dommañ ouzh o divskouarn divuzul ha goude kalz bourdoù e tirolljont da c'hoarzhin.

Ha kement e c'hoarzhent ma oa tortet o c'horfoù, met a-greiz pep kreiz, e tavas Mouchig en un taol. Cheñch liv a reas hag en ur horjellañ e lavaras d'e vignon:

- Deus d'am sikour, Pinocchio!

- Petra zo ganit?

- Gwa me. N'on ket gouest da chom sonn em sav.

 

- Na me kennebeut, - a huchas Pinocchio en ur zifronkal, brall-divrall eñ ivez.

Ha tra ma oant o kaozeal evel-se e kouezhjont o-daou war o farlochoù hag e stagjont da dreiñ-distreiñ ha da gerzhout dre ar gambr war o daouarn ha war o zreid. Ha bep ma kerzhent e troe o divrec'h da bavioù, e hirae o dremmoù betek dont da vezañ minoù hag e kreske war o c'heinoù ur gwiskad blev gris sklaer brizhellet a bikoù du.

Ha gouzout a rit pegoulz e teuas ar pep gwashañ evit an daou reuzeudig? Ar pep gwashañ hag ar pep mezhusañ a zeuas pa santjont ul lost o kreskiñ ouzh o fenn a-dreñv. Trec'het neuze gant ar vezh ha gant an anken, e klaskjont garmat ha klemm war o flanedenn.

Salv n'o dije ket graet! E-lec'h garmadennoù ha klemmadennoù ne zeue gante nemet hinnoadennoù ezen; ha gant kalz a drouz e tistaolent o-daou a-unvouezh: hi-han, hi-han. 

Neuze e voe skoet ouzh an nor hag ur vouezh eus an diavaez a lavaras:

- Digorit! Me eo an Denig, me eo blenier ar c'harr en deus degaset ac'hanoc'h d'ar vro-mañ. Digorit diouzhtu, peotramant gwa deoc'h!

Pennad 33  -  Deut da vezañ un azenig gwirion, setu Pinocchio kaset da werzhañ. Rener ur strollad furlukined a bren anezhañ evit deskiñ dezhañ korolliñ ha lammat a-dreuz ur c'helc'h. Met un abardaevezh e teu da vezañ kamm ha gwerzhet eo neuze da unan all hag a fell dezhañ ober un daboulin gant e groc'hen.

Pa welas an Denig an nor serret, e tigoras anezhi gant un taol-troad feuls. Antreet er gambr, e lavaras da Binocchio ha da Vouchig gant e c'hoarzhig kustum:

- Brav-bras paotred! Hinnoal mat ho peus graet hag hoc'h anavezet em eus diouzh ho mouezh. Ha setu perak on deut amañ.

 

O klevet seurt komzoù e chomas an daou azenig trist ha pinous, stouet o fenn, izel o divskouarn hag o lost etre o divhar.

An Denig, da gentañ, a flouras, a frotas, hag a dastornas anezhe; neuze e tapas ur strivell hag en em lakaas d'o strivellat da vat.

Ha pa voent deut da vezañ ken lufr ha daou velezour dre forzh bezañ strivellet, e lakaas dezhe ur brid en o fenn hag e kasas anezhe d'ar marc'hallac'h gant ar spi da gavout gwerzh dezhe ha da dennañ ur priz mat dioute.

Ar brenerien ne voent ket pell oc'h erruout.

Prenet e voe Mouchig gant ur c'houer ma oa marvet e azen dezhañ an deiz a-raok ha gwerzhet e voe Pinocchio da rener ur strollad furlukined ha fungorollerien hag a brenas anezhañ gant ar soñj da zeskiñ dezhañ lammat ha korolliñ asambles gant al loened all eus ar strollad.

Komprenet ho peus bremañ, ma lennerien vihan, pe vicher vrav a rae an Denig? An euzhden-se, gant e zremm dous ha kuñv, a yae gwech an amzer d'ober un droiad dre ar bed gant ur c'harr. War e hent e tedenne, gant promesaoù kaer ha komzoù flour, an holl lugudennerien vihan heuget gant al levrioù hag ar skolioù ha goude bezañ sammet anezhe en e garr e kase anezhe da Vro ar C'hoarielloù 'lec'h ma tremenent o devezhioù etre c'hoarioù, cholori ha diduamantoù. Ha pa veze troet ar paourkaezh bugale, dre forzh c'hoari dibaouez hep studiañ morse, e kemend-all a ezenigoù, e tape krog enne, laouen-bras, hag e kase anezhe da werzhañ d'ar foarioù ha d'ar marc'halladoù. Evel-se en doa graet arc'hant bras e-korf un toullad bloavezhioù hag e oa deut da vezañ pinvidik-mor.

N'ouzon ket petra a c'hoarvezas gant Mouchig, met gouzout a ran ez eas Pinocchio, adalek an deizioù kentañ, en arbenn d'ur vuhez tenn-meurbet ha leun a drubuilh.

Pa voe kaset d'ar c'hraou e leunias e vestr nevez e rastell gant plouz. Pinocchio a reas un tañva met diouzhtu e krañchas e c'henaouad plouz.

Neuze, en ur c'hrozmolat, e leunias ar mestr ar rastell gant foenn, met ar foenn ne blijas ket da Binocchio kennebeut.

- A! Ne blij ket dit ar foenn? - a huchas ar mestr kounnaret. - Lez-me d'ober, azenig kaer, ma teu froudennoù dit, e vi difroudennet ganin-me!...

Hag evit reiñ ur gentel dezhañ, e tarc'haouas un taol-skourjez gant e zivhar.

Pinocchio en em daolas da ouelañ ha da hinnoal gant ar boan, hag en ur hinnoal e lavaras:

- Hi-han, hi-han, n'on ket evit kas ar plouz d'an traoñ!...

- Neuze debr ar foenn! - a respontas e vestr hag a intente mat-tre ar yezh azenek.

- Hi-han, hi-han, ar foenn a ro poan-gof din!...

- Fellout a rafe dit marteze e vefe maget un azen eveldout gant gwennoù kig-yar ha gant kig-kabon e kaot-askorn? - a gendalc'has ar mestr, mui-ouzh-mui kounnaret, en ur zac'haouiñ gantañ un eil taol-skourjez.

Goude an eil taol-se, e soñjas Pinocchio e oa furoc'h tevel ha ne lavaras ket hiroc'h.

Neuze e voe serret dor ar c'hraou ha Pinocchio a vanas e-unan-penn. Hag o vezañ ma oa chomet meur a eurvezhioù hep debriñ tamm e krogas da vazailhat gant an naon. Ha da bep bazailhadenn e tigore e c'henoù evel ur forn.

A-benn ar fin, o welet ne oa netra all er rastell, e asantas chaokat un tammig foenn; ha goude bezañ chaoket-dichaoket ervat, e serras e zaoulagad hag e kasas ar foenn d'an traoñ.

- Ar foenn-se n'eo ket fall, - a lavaras dre e soñj, - met kalz gwelloc'h e vije bet din derc'hel da studiañ!... D'an eur-mañ, e-lec'h debriñ foenn, e c'halljen debriñ un tamm bara fresk hag ur bastell vrav a silzig-sec'h!... Ac'hanta!

An deiz war-lerc'h, kerkent ha dihunet, e klaskas diouzhtu un tamm foenn en e rastell, met ne gavas netra rak peurzebret e oa bet ar foenn gantañ e-pad an noz.

Neuze e tapas ur genaouad plouz friket, met pa grogas da chaokat e kavas gwall zisheñvel blaz ar plouz friket diouzh hini ar riz mod Milano pe hini ar makaroni mod Napoli.

- Ac'hanta! - a adlavaras en ur zerc'hel da chaokat. - Ma c'hallfe ma gwalldro talvezout da gentel d'an holl vugale disentus ha n'o deus ket c'hoant da studiañ. Ac'hanta!... ac'hanta!

- Ac'hanta ma revr! - a huchas ar mestr en ur antren er c'hraou. - Krediñ a ra dit marteze, azenig kaer, n'em eus prenet ac'hanout nemet evit reiñ dit da evañ ha da zebriñ? Prenet out bet evit labourat ha reiñ tro din da c'hounit gwenneien e-leizh. Dao neuze, bez fur! Deus ganin d'ar Sirk, hag aze e teskin dit lammat a-dreuz ur c'helc'h, freuziñ tonelloù paper gant da benn ha dañsal ur valsenn pe ur polka en da sav-sonn war da zivhar a-dreñv.

Ret e voe d'ar paourkaezh Pinocchio deskiñ, dre gaer pe dre heg, an holl draoù brav-se. Hag evit dont a-benn d'o deskiñ e rankas pleustriñ e-pad tri miz ha pakañ taolioù-skourjez da zivleviañ e groc'hen.

A-benn ar fin e teuas an deiz ma c'hallas e vestr kemenn un abadenn dreist-ordinal e pep keñver. War ar skritelloù liesliv peget ouzh ar mogerioù e korn an holl straedoù, e oa skrivet:

 

En noz-se, evel ma c'hallit soñjal, e oa leun-kouch ar c'hoariva un eur a-raok deroù an abadenn.

Tu ebet ken da gaout ur plas e nep lec'h, nag evit arc'hant nag evit aour.

Leun e oa derezioù ar sirk a baotredigoù, a verc'hedigoù hag a grennarded a bep oad, holl entanet gant ar c'hoant da welet an azenig brudet Pinocchio o korolliñ.

Pa voe echu lodenn gentañ an abadenn, en em ziskouezas, dirak renkennadoù stank an arvesterien, rener ar strollad gwisket gant ur chupenn zu, ur bragoù gwenn hag un heuzoù lêr a dape betek a-us d'e zaoulin; goude bezañ saludet gant ur stouadenn izel, e tibunas gant kalz a lid ar brezegenn bompadus-mañ:

«Arvesterien enorus, marc'hegerien hag itronezed!»

«An dister a zen a zo ac'hanon hag a zo o tremen dre ho kêrveur hollvrudet a ro dezhañ e-unan an enor hag ar blijadur da ziskouez d'an arvesterien uhelsperedet a zo amañ un azenig brudet hag en deus bet endeo an enor da gorolliñ dirak E Veurded an Impalaer, Mestr an holl Lezioù pennañ en Europa.»

«Gant mil trugarez e pedan ac'hanoc'h da reiñ skoazell dimp dre hoc'h evezh kalonekaüs hag ho parn damantus! »

Heuliet e voe ar brezegenn-se gant c'hoarzhadegoù ha stlakadegoù-daouarn. Met birvilh an arvesterien a dizhas e varr uhelañ hag ar stlakadegoù-daouarn a darzhas evel un taol kurun pa erruas an azenig Pinocchio e-kreiz leurenn ar Sirk. Stipet-kran e oa evit ar fest bras. Ur brid nevez e lêr lufrus gant bloukoù ha gromoù kouevr a oa en e benn; kinklet e oa e zivskouarn gant div vleunienn-gamelia wenn; rannet e oa e voue etre kalz rodelladennoù liammet gant toupennoùigoù e seiz ruz; en-dro d'e zargreiz e oa skoulmet ur seizenn vras holl alaouret hag arc'hantet, ha reun e lost a oa plezhet ha kenweet gant rubanennoù voulouz ruz-flour ha glas-oabl. E berr gomzoù, e oa un azenig hag a sache karantez warnañ.

Ar rener hen kinnigas d'an arvesterien gant ar c'homzoù-mañ:

«Arvesterien enorus! N'on ket o vont da zianavezout an diaesterioù bras am eus ranket talañ oute a-benn kompren ha doñvaat ar bronneg-mañ pa oa o peuriñ en e frankiz eus an eil menez d'egile e kompezennoù ur c'hontre tomm-grizias. Gwelit, me ho ped, pebezh gouezoni a strink eus e zaoulagad hag e vo sklaer deoc'h pegen aner ha didalvoud eo bet an holl zoareoù implijet ganin evit deskiñ dezhañ bevañ evel an holl loened pevarzroadek dereat, ha pegen ret eo bet din lakaat ar skourjez da gomz outañ en he yezh hegarat.  Met kement braventez a raen dezhañ, e-lec'h e lakaat d'en em dommañ ouzhin, a drenke c'hoazh e imor. Me avat, a heulias hentenn Galles ha kavout a ris en e glopenn un tamm migorn eus ar seurt bet anavezet gant Skol-Veur ar Medisinerezh e Pariz evit bezañ ar broñs a ro lusk d'ar c'hresk-blev ha d'an dañsoù-brezel. Ha setu perak e fellas din deskiñ dezhañ korolliñ ha lammat dre kelc'hioù ha tonelloù talet gant paper. Arvestit outañ ha barnit anezhañ! Hag a-raok din kimiadiñ diouzhoc'h, roit din an aotre, aotrounez, d'ho kouviañ d'ar fest-deiz aozet warc'hoazh da noz; met e ken kaz ma vefe seblant dour gant an amzer-c'hlav e vo abretaet ar fest hag e-lec'h warc'hoazh da noz, e vo graet warc'hoazh ar beure, da unnek eur a-raok kreisteiz».

War se e reas ar rener ur stouadenn izel hag en ur dreiñ war-du Pinocchio e lavaras dezhañ:

- Kalon, Pinocchio!... A-raok kregiñ gant ho troioù-ouesk, saludit an arvesterien enorus-mañ, marc'hegerien, itronezed ha bugale!

Pinocchio, sentus, a blegas diouzhtu e zaoulin betek an douar hag a chomas daoulinet ken na hejas ar rener e skourjez en ur huchal dezhañ:

- D'ar paz!

Neuze e savas an azenig war e bevar zroad hag e stagas d'ober tro ar Sirk a-zoug e gamm.

Prestik goude e huchas ar rener:

- D'an trot! - ha Pinocchio, sentus ouzh ar gourc'hemenn, en em lakaas da drotal.

- D'ar c'haloup!... - ha Pinocchio a stagas da c'haloupat.

- D'ar c'haloup ruz! - ha Pinocchio a redas d'ar c'haloup ruz.

Met tra ma c'haloupe evel ur marc'h-arab e savas ar rener e vrec'h hag e laoskas un tenn-pistolenn.

An azenig neuze a reas van da vezañ tizhet hag a gouezhas a-hed e gorf war al leurenn, evel pa vije da vat o vervel.

 

Goude bezañ savet adarre war e dreid e-touez un tarzhad stlakadegoù-daouarn ha youc'hadegoù dirollet, e savas e benn hep rat dezhañ hag e sellas d'an nec'h... hag en ul logell e welas un itron gaer hag a zouge en he c'herc'henn ur chadenn aour gant ur c'helc'h-medalenn a-ispilh outi.

Er c'helc'h-medalenn e oa livet poltred ur vargodenn.

- Ar poltred-se eo ma hini!... an itron-se eo ar Voudig! - a soñjas Pinocchio hag en doa he anavezet diouzhtu. Ha trelatet gant al levenez e klaskas huchal:

- O Boudig-me! O Boudig-me!

Met e-lec'h ar gerioù-se e teuas eus e gorzailhenn un hinnoadenn ken trouzus ha ken hir ma tirollas an holl arvesterien da c'hoarzhin, dreist-holl ar vugale a oa er sirk.

Ar rener neuze, evit e genteliañ hag ober dezhañ kompren n'eo ket dereat en em lakaat da hinnoal e skouarnoù an arvesterien, a roas dezhañ ur friad gant fust e skourjez.

Ar paourkaezh azenig a dennas ur rahouennad teod er-maez eus e c'henoù hag e-pad pemp munutenn da vihanañ e talc'has da lipat e fri gant ar spi, marteze, da zistanañ e boan.

Na pegen bras e voe e zizesper pa sellas adarre d'an nec'h ha pa welas e oa goullo al logell ha steuziet ar Voudig!...

En em santout a reas evel pa vije o vervel. Dont a reas an daeroù da veuziñ e zaoulagad hag e stagas da ouelañ dourek. Met den ebet ne reas van, ar rener nebeutoc'h c'hoazh eget ar re all, rak en ur hejañ e skourjez e huchas:

- Dao, Pinocchio! Diskouezit bremañ d'an aotrounez pegen brav e ouzoc'h lammat dre ar c'helc'hioù.

Daou pe dri zaol-esa a reas Pinocchio, met bep gwech ma errue dirak ar c'helc'h, e-lec'h lammat a-dreuz dezhañ e tremene gant nebeutoc'h a boan dindanañ. A-benn ar fin e reas ul lamm hag e treuzas ar c'helc'h met e zivhar a-dreñv a chomas luziet hag e kouezhas en tu all evel ur freilh.

Pa savas war e dreid e oa kamm ha ne zistroas nemet gant kalz a boan d'ar marchosi.

- Degasit Pinocchio! Ni fell dimp gwelet an azenig! Degasit Pinocchio! - a huche ar vugale, leun a druez ha fromet-holl gant an darvoud mantrus.

 

Met en noz-se ne voe ket adwelet an azenig.

An deiz war-lerc'h e tisklêrias al loenvezeg, da lâret eo ar medisin-loened, goude bezañ sellet pizh outañ, e chomje kamm betek fin e vuhez.

Neuze e lavaras ar rener da baotr ar marchosi:

- Petra fell dit e rafen gant un azen kamm? Ul laer-boued e vefe, tra ken. Kas anezhañ eta d'ar plas-foar hag adwerzh anezhañ.

Degouezhet er plas-foar e kavjont diouzhtu ur prener hag a c'houlennas ouzh paotr ar marchosi:

- Pegement a c'houlennez evit an azenig kamm-mañ?

- Ugent lur.

- Reiñ a ran dit ugent gwenneg. Arabat dit krediñ e prenan anezhañ evit ober implij dioutañ; evit e groc'hen hepken e prenan anezhañ. Gwelet a ran ez eo kalet-tre e groc'hen ha gantañ e fell din ober un daboulin evit laz-seniñ ma c'hêrig.

Soñjit 'ta, bugale, pegen bras e voe plijadur ar paourkaezh Pinocchio pa glevas e oa tonket dezhañ bezañ troet en un daboulin!

Bezet pe vezet, kerkent ha paeet gantañ an ugent gwenneg, e kasas ar prener Pinocchio war lein ur roc'h a oa war ribl ar mor, ha goude bezañ lakaet ur maen ouzh e c'houzoug ha staget ouzh unan eus e bavioù ur fun hag a zalc'has en e zorn, e roas dezhañ ur vountadenn hag e skoas anezhañ en dour.

Gant ar pezh maen-se ouzh e c'houzoug, ez eas Pinocchio diouzhtu d'ar strad; hag ar prener, ar fun bepred gantañ en e zorn, a yeas da azezañ war ar roc'h da c'hortoz m'en dije bet an azenig amzer a-walc'h da veuziñ evit lemel e groc'hen diwar e gorf.

Pennad 34  -  Pinocchio, skoet er mor, a zo debret gant ar pesked hag a zeu da vezañ adarre ur vargodenn evel ma oa a-raok; met tra m'emañ o neuiñ evit saveteiñ e vuhez, ez eo lonket gant ar Morvleiz spouronus.

 

Goude ma oa chomet an azenig hanter-kant munutenn en dour, e lavaras ar prener etre e roched hag e chouk:

- D'an eur-mañ e tle ma faourkaezh azenig kamm bezañ beuzet da vat. Neuze, sachomp anezhañ war c'horre ha greomp gant e groc'hen ur gaer a daboulin.

Hag e krogas da sachañ war ar fun en doa staget ouzh unan eus pavioù Pinocchio hag e sachas, hag e sachas, ken na welas a-rez an dour... divinit petra? E-lec'h un azenig marv e welas a-rez an dour ur vargodenn vev hag a widile evel ur silienn.

Pa welas ar paourkaezh den ar vargodenn goad-se, e kredas dezhañ bezañ o huñvreal hag e chomas war e gemend-all, e c'henoù war nav eur hag e zaoulagad er-maez eus e benn.

Kerkent ha distrafuilhet un tammig, e valbouzas en ur ouelañ:

- Hag an azenig am eus skoet er mor, pelec'h emañ?

- Me eo an azenig-se! - a respontas Pinocchio en ur c'hoarzhin.

- Te?

- Me.

- A! farser a zo ac'hanout! C'hoant az peus marteze d'ober goap ouzhin?

- Ober goap ouzhoc'h? Pell ac'hann, mestr ker: komz a ran hep farsal.

- Met penaos an diaoul, pa oas un azenig nebeut zo, out deut da vezañ ur vargodenn goad goude bezañ bet en dour?...

- Efed an dour mor marteze. Troioù farsus vez c'hoariet gant ar mor.

- Diwall, margodenn, diwall!... Na gred ket e c'halli c'hoarzhin diwar ma c'houst. Gwa dit, ma kollan pasianted.

- Ac'hanta, ma mestr, c'hoant ho peus da glevet an doare penn-da-benn? Diskoulmit ar fun-mañ diouzh ma gar hag e kontin deoc'h.

Ar prener, c'hoant bras gantañ da c'houzout an doare, a ziskoulmas diouzhtu ar fun ma oa ereet Pinocchio ganti. Hemañ, dieub bremañ evel ul labous en aer a stagas da gomz evel-henn:

- Ret eo deoc'h gouzout e oan da gentañ ur vargodenn goad evel ma'z on bremañ ivez, ha tostig-tost e oan da zont da vezañ ur paotrig evel ma'z eus kalz er bed-mañ. Met n'em boa ket kalz a c'hoant da studiañ ha rak-se e sentis ouzh alioù ar wallgompagnuned hag e tec'his diouzh ar gêr... hag un deiz, en ur zihuniñ, en em gavis troet en un azen gant un divskouarn... hag ul lost!... Pebezh mezh evidon!... Ma mestr ker, ra blijo gant Sant Anton binniget treiñ diwarnoc'h ur seurt dismegañs! Kaset da werzhañ da foar an ezen, on bet prenet gant Rener ur strollad marc'hegezh hag a lakaas en e benn ober diouzhin ur c'horoller hag ul lammer dispar. Un abardaez-noz, avat, e-pad an abadenn, e tapis ur gwall lamm hag e chomis gaolgamm. Neuze, ar Rener ha na ouie ket petra ober gant un azen kamm a lakaas ac'hanon e gwerzh ha prenet on bet ganeoc'h!

- Siwazh! Paeet 'm eus ac'hanout ugent gwenneg. Ha bremañ, piv a roio din ma ugent gwenneg en-dro?

- Ha perak 'peus prenet ac'hanon? Evit ober un daboulin gant ma c'hroc'hen!... un daboulin!...

- Siwazh!... Ha bremañ, pelec'h kavout ur c'hroc'hen all?

- Na gouezhit ket en dizesper, ma mestr. An ezenigoù a zo stank er bed-mañ!

- Lâr din, lampon divergont: hag echu eo da istor amañ?

- N'eo ket, - a respontas Pinocchio, - ur ger bennak am eus c'hoazh da lâret hag echu e vo neuze. Goude bezañ bet prenet, on bet kaset amañ ganeoc'h evit bezañ lazhet. Met gounezet gant ur santimant a druez hag a vadelezh, ho peus kavet gwelloc'h stagañ ur maen ouzh ma gouzoug ha skeiñ ac'hanon er mor. Kement a gizidigezh a ra enor deoc'h hag anaoudek e vin ouzhoc'h da viken. A-hend-all, ma mestr ker, graet ho poa ho koñchoù hep ar Voudig.

- Ha piv eo ar Voudig-se?

- Ma mammig eo, ur vammig heñvel ouzh an holl mammoù mat a gar o bugale ha na gollont morse ar gwel anezhe, hag a ro skoazell dezhe e pep plegenn fall, zoken pa zellezfe ar vugale, en abeg d'o diboellachoù ha d'o emzalc'h divalav, bezañ dilezet ha laosket d'en em zibab o-unan. Lâret a raen, eta: kerkent ha ma welas ar Voudig vat e oan war var da veuziñ, e kasas ur voudenn besked divent hag ar pesked, o soñjal e oan da vat un azenig marv-mik a grogas da zebriñ achanon! Na pebezh genaouadoù a yae gante! Biken n'em bije kredet e c'halle ar pesked bezañ marlonkoc'h c'hoazh eget ar vugale! Darn a zebras ma divskouarn, darn ma fenn, darn all ma gouzoug ha ma moue, reoù zo a zebras kroc'hen ma favioù, reoù all a dennas ar blev eus ma c'hein... hag ur c'haer a beskig milzin a deurvezas zoken debriñ ma lost.

- Diwar hirie, - a lavaras ar prener euzhet, - ne zebrin ket mui pesked, hen touiñ a ran! Re zisplijet e vefen ma tegouezhfe din digeriñ ur meilh pe ur morlouan fritet ha kavout en e gorf ul lost azen!

- Soñjal a ran eveldoc'h, - a eilgerias Pinocchio en ur c'hoarzhin. - Ha neuze, goude bezañ peurzebret ar gwiskamant azen a c'holoe ma c'horf penn-kil-ha-troad ez erruas ar pesked, evel ma oa dleet, betek an askorn... betek ar c'hoad pa lârin mat, rak evel ma welit ez on graet gant koad kalet-meurbet. Met diwar an taolioù-dent kentañ e komprenas ar pesked lontek-se ne oa ket ar c'hoad ur meuz da lakaat ouzh o staoñ, ha doñjeret gant ar boued stambouc'hus-se e skarzhjont kuit, pep hini en e roud, hep treiñ o fenn da lâret din bennozh Doue... Ha setu perak ho peus kavet, e penn ho fun, ur vargodenn vev e-lec'h un azenig marv.

 

- Me 'ra foutre-kaer gant da goñchenn, - a huchas ar prener aet e gouez. - Gouzout a ran em eus dispignet ugent gwenneg evit prenañ ac'hanout hag e fell din kaout ma gwenneien en-dro. Gouzout a rez petra a rin? Mont a rin adarre ganit d'ar foar hag adwerzhañ a rin ac'hanout diouzh ar pouez, evel koad sec'h d'ober tan en oaled.

- Adwerzhit ac'hanon hardizh: laouen on, - eme Pinocchio.

Met gant ar gomz-se e reas ur mell lamm-sailh hag en em strinkas e-kreiz an dour. Ha dre ma pellae war neuñv diouzh an draezhenn, laouen ha seder, e huche d'ar paourkaezh prener:

- Kenavo, ma mestr; m'ho peus ezhomm eus ur c'hroc'hen d'ober un daboulin, soñjit ennon.

C'hoarzhin a rae en ur zerc'hel da neuiñ ha goude ur pennad e troe e benn en a-dreñv hag e krie kreñvoc'h c'hoazh:

- Kenavo, ma mestr; m'ho peus ezhomm eus tammoù koad sec'h d'ober tan en oaled, soñjit ennon.

Bezet pe vezet, en ur serr-lagad e oa erru ken pell ma oa steuziet, tost da vat, diwar wel, rak war c'horre ar mor ne weled nemet ur pik du hag a winte gwech ha tro ur c'har e-maez an dour hag a lamme-dilamme evel un delfin imoret-mat.

Tra ma oa Pinocchio o neuiñ en avantur Doue, e welas e-kreiz ar mor un tamm karreg hag a seblante bezañ ur roc'hell varbr gwenn, ha war lein ar roc'hell, ur C'havrig koant a vegelie gant ur vouezh tener hag a rae sin dezhañ da zont tostoc'h.

Iskisat tra, ne oa ar C'havrig-se na gwenn, na du, na brizh evel ar givri all, met glas-noz. Ha ken flamm e oa liv he c'hreoñ ma tegase soñj eus blev ar Plac'hig koant.

Evel ma c'hallit soñjal, e krogas kalon ar paourkaezh Pinocchio da galkenniñ en e greiz! Dastumet gantañ e holl nerzh hag e holl youl en em lakaas da neuiñ war-du ar roc'hell wenn, met erru hanter hent e welas, o tiflukañ eus an dour hag o tont en arbenn dezhañ, penn spontus un euzhvil, e c'henoù digor-bras evel un islonk, ha teir renkennad dent ken skrijus ma vije bet trawalc'h gwelet ur skeudenn anezhe evit bezañ spontet.

Ha gouzout a rit piv oa an euzhvil-se?

Bez' e oa anezhañ, na mui na maez, ar Morvleiz ramzel meneget meur a wech en danevell-mañ ha lesanvet, abalamour d'e argadennoù ha d'e lontegezh diwalc'hus, «Attila ar pesked hag ar besketaerien».

 

Soñjit 'ta pegen spontet e voe ar paourkaezh Pinocchio pa welas ar Morvleiz. Klask a reas treiñ diwarnañ, cheñch roud, tec'hout kuit, met ar pikol genoù digor-se a zeue bepred en arbenn dezhañ ken herrus hag ur saezh.

- Hast buan, Pinocchio, en an' Doue! - a vegelie ar C'havrig koant.

Ha Pinocchio a neue mar gouie, gant e zivrech, gant e vruched, gant e zivhar hag gant e dreid.

- Buan, Pinocchio, emañ ar Morvleiz o tostaat!

Ha Pinocchio, a-bouez e holl nerzh, a neue buanoc'h-buanañ.

- Diwall, Pinocchio!... erru eo ar Morvleiz warnout!... Setu-eñ!... Setu-eñ!... Hast buan en an' Doue, peotramant out kollet!...

Ha setu Pinocchio o neuiñ gwevnoc'h eget biskoazh, ha war-raok, war-raok, war-raok evel un tenn fuzuilh. Degouezhet e oa bremañ a-dal d'ar roc'hell, hag ar C'havrig, he c'horf o tivilhañ a-us d'ar mor, a astenne dezhañ he favioùigoù a-raok evit skoazellañ anezhañ da zont e-maez an dour!

Met re ziwezhat e oa! Adtapet e oa bet gant ar Morvleiz. Hag ar Morvleiz, en un tenn-alan a lonkas ar paourkaezh Pinocchio evel m'en dije lonket un ui yar. Hag e lonkas anezhañ gant kement a nerzh hag a feulster ma tapas Pinocchio, en ur gouezhañ en e gorf, ur stokadenn ken rust ma chomas badaouet e-pad ur c'hard-eur. Pa zeuas ennañ e-unan, ne ouie ket ken e petore bed en em gave. Beuzet e oa en deñvalijenn, un deñvalijenn ken du ha ken don ma seblante dezhañ bezañ aet a-benn-bouzell en ur podad liv du. Astenn a reas e skouarn met ne glevas trouz ebet. Gwech an amzer koulskoude e sante an avel o skeiñ a fourradoù kreñv ouzh e zremm. Er penn kentañ, ne ouie ket eus pelec'h e teue an avel, met kompren a reas buan e teue eus skevent ar Morvleiz. Rak ret eo gouzout e oa taget ar Morvleiz gant ar berralan ha pa zialane e rae kement a drouz hag ur barrad avel-sterenn o c'hwezhañ.

Da gentañ e klaskas Pinocchio dastum un tamm nerzh-kalon. Met pa voe sur ha peursur da vezañ kraouiet e korf ar Morvleiz e tirollas da ouelañ ha da yudal. Ha dre e zifronkadennoù e lavare:

- Forzh ma buhez! Forzh ma buhez! O gwa me! N'eus den ebet hag a zeuio war ma sikour?

- Piv, a soñj dit a zeuio war da sikour, reuzeudig?... - a lavaras en deñvalijenn ur vouezh c'hroilh hag a sone evel ur gitar digendoniet.

- Piv zo o komz evel-se? - a c'houlennas Pinocchio sklaset a-daol-trumm gant ar spont.

- Me eo! Ur paourkaezh Toun bet lonket gant ar Morvleiz asambles ganit. Ha te, petore pesk out?

- N'em eus-me netra d'ober gant ar pesked. Ur vargodenn on.

- Ha neuze, ma n'out ket ur pesk, petra 'peus graet evit bezañ lonket gant ar Morvleiz?

- N'em eus graet netra, lonket on bet gantañ, tra ken! Ha bremañ, petra a rankomp ober amañ en deñvalijenn?...

- Plegañ dirak hor planedenn ha gortoz hon-daou da vezañ euvret gant ar Morvleiz!...

- Met ne fell ket din bezañ euvret! - a grias Pinocchio en ur zirollañ adarre da zifronkal.

- Na me kennebeut, - eme an Toun, - met douget on d'ar brederouriezh ha setu ma kavan frealz o soñjal ez eo dereatoc'h da unan bet ganet dindan spes un Toun, mervel e-kreiz an dour eget e-kreiz an eoul!...

- Sotonioù! - a huchas Pinocchio.

- Displeget em eus ma meno, - a eilgerias an Toun, - hag ar menoioù, evel ma lavar an Touned politikel, a rank bezañ doujet!

- Berr-ha-berr... me fell din mont kuit ac'hann... me fell din tec'hout...

- Tec'h 'ta, ma teuez a-benn!...

- Ha bras-tre eo ar Morvleiz-se ma'z omp bet lonket gantañ? - a c'houlennas Pinocchio.

- Ouzhpenn ur c'hilometr hed zo dezhañ, hep kontañ e lost.

E-pad ma oant o kaozeal evel-se en deñvalijenn, e seblantas da Binocchio gwelet ur skleur, pell-pell dioutañ.

- Petra eo ar goulouig a welan pell-pell? - eme Pinocchio.

- Marteze hon eus amañ ur c'hompagnun-mizer hag a zo o c'hortoz, eveldomp, ar mare da vezañ euvret!...

- Fellout a ra din mont d'e gaout. Marteze ez eus anezhañ ur pesk kozh, gouest da ziskouez din an hent da vont kuit?

- Chañs vat a hetan dit a-greiz kalon, margodenn gaezh.

- Kenavo dit, Toun.

- Kenavo dit, margodenn ha dalc'h da grog.

- Ha pelec'h en em welimp adarre?...

- Piv hen goar?... Gwelloc'h eo chom hep soñjal en dra-se!

Pennad 35  -  Pinocchio a adkav e korf ar Morvleiz... Piv a adkav eno? Lennit ar pennad-mañ hag e ouefet.

A-vec'h lavaret kenavo d'e vignon mat an Toun, e klaskas Pinocchio e hent e-kreiz an deñvalijenn a oa o ren e korf ar Morbleiz hag en em lakaas da vont a-dastorn, kammed-ha-kammed, war-du ar goulouig dister a spurmante pell-pell dirakañ.

Ha dre ma kerzhe e sante e dreid o patouilhañ en ur poullad dour druz ha ramp, hag eus an dour-se e save ur c'hwezh pesked fritet ken kreñv ma seblante dezhañ bezañ e mare an Hanter-Goraiz.

Ha seul vui ez ae war-raok, seul sklaeroc'h ha fraeshoc'h e oa ar skleurig. Neuze, dre forzh kerzhout ha kerzhout ez erruas erfin; hag ur wech erruet... petra a gavas? Divinit 'ta! Kavout a reas un daol vihan ha warni ur c'houlaouenn-goar war-elum silet en ur voutailh strink liv gwer. Ouzh an daol e oa ur c'hozhiadig hollwenn evel an erc'h pe an dienn foetet hag a chaoke-dichaoke peskedigoù bev, ken bev ma tiflipe a-wechoù unan dioute eus e c'henoù bep ma tebre anezhe.

Diwar ar gwel-se e savas e kalon ar paourkaezh Pinocchio ul levenez ken bras ha ken dic'hortoz ma voe darbet dezhañ mont en alfo. Fellout a rae dezhañ c'hoarzhin, gouelañ, lavaret ur bern traoù; padal ne rae nemet satouilhat ha balbouzañ komzoù hep penn na lost. Erfin e teuas a-benn da leuskel ur pezh youc'hadenn a levenez hag en ur zigeriñ frank e zivrec'h en em strinkas e kerc'henn ar c'hozhiadig hag e stagas da grial:

 

- O! ma zadig-me! 'Benn ar fin 'm eus kavet ac'hanoc'h! Diwar vremañ n'in ket kuit diouzhoc'h ken, biken ken, biken ken!

- N'on ket touellet eta gant ma daoulagad? - eme ar c'hozhiadig en ur frotañ e zaoulagad, - Te eo Pinocchio, ma bugel karet?

- Ya, ya, me an hini eo, me end-eeun! Ha c'hwi ho peus pardonet din endeo, n'eo ket gwir? O! ma zadig-me, na pegen mat oc'h!... e-kichen me... O! mar goufec'h pet gwalleur zo kouezhet war ma chouk ha pet tra zo aet a-dreuz ganin! Soñjit 'ta ma faourkaezh tadig, an deiz m'ho poa gwerzhet ho porpant da brenañ din ur groaz-Doue evit mont d'ar skol, e oan skampet evit gwelet ar margodennoù, hag ar margodenner a felle dezhañ lakaat ac'hanon en tan evit rostañ e zañvad, met eñ an hini eo a roas din neuze pemp pezh aour da reiñ deoc'h, met kavout a ris al Louarn hag ar C'hazh hag a gasas ac'hanon da ostaleri ar Grilh-Dour Ruz 'lec'h m'o deus debret evel bleizi ha me ma-unan e-kreiz an noz 'm eus kejet gant al lazherien hag int da redek war ma lerc'h, ha me a-raok, hag int da heul, ha me a-raok hag int bepred da heul, ha me a-raok ken na voen grouget gante ouzh ur skourr eus an Dervenn Vras, 'lec'h ma lakaas ar Plac'hig koant blev glas-noz kerc'hat ac'hanon gant ur c'harroñsig, hag ar vedisined, goude bezañ sellet pizh ouzhin a lavaras diouzhtu: «Ma n'eo ket marv, e c'haller krediñ ez eo bev bepred», ha neuze e tichañsas din lâret ur gaou ha ma fri en em lakaas da greskiñ, ken ne oan ket ken evit tremen dre dor ar gambr ha setu perak on aet gant al Louarn hag ar C'hazh da blantañ ma fevar fezh-aour en douar, rak unan am boa dispignet en ostaleri, hag ar peroked en em lakaas da c'hoarzhin hag e-lec'h daou vil pezh aour ne gavis mann ebet ken, ha pa glevas ar barner e oan bet laeret, e taolas ac'hanon diouzhtu en toull-bac'h evit digoll al laeron, ha goude e welis ur c'haer a vlokad rezin en ur park hag e chomis yennet en ur griped hag ar c'houer a lakaas ur c'holier-ki en-dro d'am gouzoug hag e rankis ober gward dirak ar c'hlud, met kompren a reas e oan didamall hag e laoskas ac'hanon da vont, hag an naer gant he lost o tivogediñ en em lakaas da c'hoarzhin ken ma tarzhas ur wazhienn en he bruched hag evel-se e c'hallis distreiñ da Di ar Plac'hig koant met marv e oa hag ar C'hudon, pa welas ac'hanon o ouelañ, a lâras din: «Gwelet 'm eus da dadig o kalfichat ur vagig evit mont da glask war da lerc'h», ha me a lâras dezhañ: «A! m'am bije me ivez un divaskell», hag eñ a lâras din: «C'hoant az peus da vont da gaout da dadig?», hag e lâris: «Evel-just! met piv a zougo ac'hanon», hag eñ a lâras: «Me a zougo ac'hanout», ha me da lâret:  «Penaos?», hag eñ: «Pign war ma c'hein», hag evel-se hon eus nijet a-hed an noz hag erru ar beure, an holl besketaerien a oa o sellet etrezek ar mor a lâras din: «Aze ez eus ur paourkaezh den en ur vagig hag a zo o vont da veuziñ», ha me, eus a-bell a anavezis ac'hanoc'h diouzhtu, rak ma c'halon he doa hen lâret din hag e ris sin deoc'h da zistreiñ d'an aod.

- Me ivez am boa anevezet ac'hanout, - eme Geppetto, - ha distroet a-walc'h e vijen d'an aod, met penaos ober? Rust e oa ar mor hag ur c'hole a droas ma bagig war he genoù. Neuze, ur Morvleiz spouronus hag a oa aze tro-dro a zeuas en arbenn din kerkent ha ma welas e oan kouezhet en dour ha goude bezañ tennet e deod er-maez e pegas ennon hag e lonkas ac'hanon evel un doazennig eus Bologna.

- Abaoe pegeit oc'h klozet amañ e-barzh? - a c'houlennas Pinocchio.

- Abaoe un daou vloaz bennak bremañ. Daou vloaz, Pinocchio-me, hag am eus kavet ken hir ha daou gantved!

- Ha penaos oc'h deut a-benn d'ober ho treuz? Ha pelec'h ho peus kavet ar c'houlaouenn-goar? Hag an alumetez evit enaouiñ ar gouloù digant piv ho peus bet anezhe?

- Bremañ ez an da gontañ dit pep tra. Ar barr-amzer hag a droas ma bagig war he genoù a lakaas ivez ul lestr kenwerzh da c'houelediñ. An holl vartoloded a zeuas a-benn d'en em saveteiñ met al lestr a yeas d'ar strad hag ar Morvleiz, digor-mat e galon en deiz-se, goude bezañ lonket ac'hanon a lonkas al lestr kenwerzh ivez...

- Petra? Lonkañ a reas al lestr en ur genaouad?... a c'houlennas Pinocchio.

- Pep tra en ur genaouad. Ne grañchas nemet ar wern-vras hag a oa chomet etre e zent evel un draen-pesk. Evit ma brasañ eurvad, e oa karget al lestr-se gant kig miret e boestoù staen, gwispid, bara krazet, boutailhadoù gwin, rezin sec'h, fourmaj, kafe, sukr, goulaouennoù-rousin hag alumetez-koar.

Gant kement-se holl on deut a-benn d'ober ma zreuz e-pad daou vloaz. Met bremañ eo riñset ar sanailh, n'eus mann ebet ken enni hag ar c'houlaouenn a welez o luc'hañ amañ eo an hini ziwezhañ a chom ganin...

- Ha goude?...

- Goude, ma c'haezhig, e chomimp hon-daou en deñvalijenn.

- Neuze, ma zadig-me, - eme Pinocchio, - n'eus ket amzer da goll. Ret eo dimp tec'hout diouzhtu...

- Tec'hout?... ha penaos?

- En ur zifloupañ eus geol ar Morvleiz evit en em strinkañ er mor ha neuiñ.

- Brav eo dit kaozeal, Pinocchio kaezh, met me n'ouzon ket neuiñ.

- Petra vern?... Mont a reoc'h a-c'haoliad war ma c'hein hag o vezañ ma'z on-me un neuñver dispar e tougin ac'hanoc'h betek an aod.

- Sorc'hennoù, ma faotrig! - a eilgerias Geppetto gant un hej d'e benn hag ur mousc'hoarzh melkonius. - Penaos e c'hallfe ur vargodenn eveldout, ur metr hirder dezhi d'ar muiañ, kaout nerzh a-walc'h evit neuiñ en ur zougen ac'hanon?

- Grit un taol-esa hag e weloc'h! N'eus forzh penaos, m'emañ skrivet en neñv e rankomp mervel, e vo ur frealz evidomp mervel asambles, stardet an eil ouzh egile.

Hag hep lavaret hiroc'h e tapas Pinocchio ar c'houlaouenn hag ez eas a-raok evit sklêrijennañ an hent, en ur lavaret d'e dadig:

- Deuit d'am heul ha n'ho pet ket aon.

Ur pennad mat a hent a rejont evel-se, a-dreuz korf ha sac'h-boued ar Morvleiz. Hag erruet war dreujoù korzailhenn an euzhvil e soñjas dezhe e vefe mat ober un ehan evit reiñ un taol-lagad ha gortoz ar c'houlz gwellañ da dec'hout.

Ret eo deoc'h gouzout e oa kozh-mat ar Morvleiz hag o vezañ ma teue alies barradoù berralan ha lammoù-kalon dezhañ, e oa rediet da gousket gant e c'henoù digor-bras. Gant se e c'hallas Pinocchio, en ur astenn e c'houzoug a-ziwar dreujoù korzailhenn ar Morvleiz, sellet ouzh krec'h ha gwelet, en diavaez eus ar pikol genoù-se, un tamm oabl steredennet hag ur bann-loar brav-dispar.

- Setu erru ar c'houlz da dec'hout, - a vouskomzas Pinocchio en ur dreiñ war-du e dadig. - Kousket eo ar Morvleiz evel ur broc'h, sioul eo ar mor ha gwelet a reer ken sklaer ha war greiz an deiz. Deuit d'am heul, tadig, hag a-benn nebeut e vimp e savete.

Kerkent hag ar ger setu int o sevel gant korzailhenn ar Morvleiz hag erruet e-barzh e bikol genoù e krogjont da vale war vegoù o zreid a-hed e deod, un teod ken hir ha ken ledan hag alez vras ul liorzh. Met dres pa oant o vont d'ober al lamm bras evit en em strinkañ er mor, e tirollas ar Morvleiz da streviañ ha hejet e voe e gorf gant stroñsadennoù ken kreñv ma voe skubet Pinocchio ha Geppetto war-dreñv ha ma kouezhjont adarre e goueled e sac'h boued.

Gant stokadenn rust al lamm e voe lazhet ar gouloù ha setu m'en em gavas an tad hag ar mab en deñvalijenn.

- Ha bremañ?... - a c'houlennas Pinocchio gant un dremm dic'hoarzh.

- Bremañ, ma faotrig, ez omp kollet da vat.

- Penaos kollet? Roit din ho torn ma zadig ha diwallit mat da risklañ!...

- Da belec'h e kasez ac'hanon?

- Ret eo dimp klask tec'hout adarre. Deuit ganin ha bezit dinec'h.

War se e krogas Pinocchio e dorn e dadig, hag int, bepred war vegoù o zreid, o sevel asambles gant korzailhenn ar Morvleiz, treuziñ e deod, ha mont dreist an teir renkennad dent. Met a-raok ober al lamm bras, e lavaras Pinocchio d'e dadig:

- Pignit a-c'haoliad war ma c'hein hag en em stardit kreñv-kreñv ouzhin. Soursial a ran-me eus pep tra all.

 

Kerkent ha ma voe staliet Geppetto da vat war gein e vabig, en em strinkas Pinocchio er mor, sur eus e daol, hag e stagas da neuiñ. Plaen e oa ar mor evel ur poullad eoul, lugerniñ a rae al loar en he sklaerañ ha sanket e oa bepred ar Morvleiz en ur c'housk ken don ma ne vije bet dihunet gant netra, na zoken gant trouz ur ganoliadeg.

Pennad 36  -  Erfin e paouez Pinocchio da vezañ ur vargodenn, hag e teu da vezañ ur paotrig.

Tra ma oa Pinocchio o neuiñ a-benn-herr evit tizhout an aod gant e dadig war e gein, e taolas kont e oa ar paourkaezh den, gant e zivhar soubet en dour, o krenañ penn-kil-ha-troad evel pa vije skoet gant kaouadoù terzhienn.

Daoust ha krenañ a rae gant ar riv pe gant an aon? Piv oar? Marteze koulz gant an eil  ha gant egile. Met Pinocchio, o soñjal e krene gant an aon, a lavaras evit reiñ kalon dezhañ:

- Dalc'hit ho krog, tadig! Dizale hor bo tizhet an aod hag e vimp e savete.

- Met pelec'h 'mañ an aod binniget-se? a c'houlennas ar c'hozhiadig enkrezet muioc'h-mui en ur zamserriñ e zaoulagad evel ma ra ar gemenerien pa lakaont un neudenn en un nadoz. - Setu-me amañ o sellet tro-war-dro ha ne welan nemet an oabl hag ar mor.

- Me avat a wel an aod ivez, - eme Pinocchio. - Ret eo deoc'h gouzout ez on-me evel ar c'hizhier: diouzh an noz e welan gwelloc'h eget diouzh an deiz.

Ar paourkaezh Pinocchio a rae van da vezañ imoret-mat, padal... Krog e oa e gwirionez da fallgaloniñ: koazhañ a rae e nerzh ha deut e oa e alan da vezañ pounner ha da vankout dezhañ... E berr gomzoù, e oa erru faezh-marv hag an aod a oa bepred pell-pell.

Neuiñ a reas keit ha ma c'hwezhas alan en e vrusk. Neuze, avat, en ur dreiñ e benn war-du Geppetto e satouilhas gant poan:

- Ma zadig-me, sikourit ac'hanon... me zo o vervel! Ha tost-tre e oa an tad hag ar mab da veuziñ, pa glevjont ur vouezh, heñvel ouzh hini ur gitar digendoniet, o lavaret:

- Piv zo o vervel?

- Me ha ma faourkaezh tadig!...

- Ar vouezh-mañ n'eo ket dizanav din! Te eo Pinocchio!...

- Ya, Pinocchio on: ha te?

- Me eo an Toun, da genbrizoniad e korf ar Morvleiz.

- Ha penaos 'peus graet evit tec'hout?

- Kemeret 'm eus skouer diwarnout. Te 'n hini eo en deus diskouezet din an hent ha war da lerc'h on tec'het me ivez.

- Toun-me, degouezhout a rez e koulz! Me az ped, en anv ar garantez az peus ouzh da vugale, an Tounedigoù, deus d'hor sikour pe kollet omp.

- Laouen hag a-greiz kalon. Krogit ho-taou em lost hag en em lezit da vezañ bleniet ganin. Dindan peder munutenn e voc'h kaset d'an aod.

Evel ma c'hallit soñjal, e asantas Geppetto ha Pinocchio diouzhtu, met e-lec'h en em stagañ ouzh lost an Toun, e kavjont gwelloc'h en em staliañ war e gein.

- Re a bouez zo ennomp?... - a c'houlennas Pinocchio.

- Re a bouez? Tamm ebet; seblantout a ra din dougen div grogenn vrennig war ma c'hein - a respontas an Toun hag a oa korfet ken ledan ha ken start hag ul leue daou vloaz.

Degouezhet en aod, e lammas Pinocchio da gentañ war an douar evit skoazellañ e dadig d'ober kemend-all; neuze, en ur dreiñ war-du an Toun e lavaras dezhañ gant ur vouezh fromet:

- Ma mignon, saveteet 'peus ma zadig! Ne gavan ger ebet evit trugarekaat ac'hanout evel ma vefe dleet! Laosk-me da vihanañ da reiñ ur pok dit en arouez eus ma anaoudegezh-vat hag a bado da viken!...

Strinkañ a reas an Toun e veg e-maez an dour, ha Pinocchio, en ur blegañ e zaoulin betek an douar a blantas ur pok karantezus-kenañ war e c'henoù. Ul lusk-kalon ken trumm a lakaas from da sevel er paourkaezh Toun ha na oa ket boazet ouzh doareoù ken tener; ha mezh gantañ oc'h en em ziskouez o ouelañ evel ur bugel, e splujas adarre en dour hag e steuzias.

E-keit-se e oa savet an deiz.

Neuze, en ur ginnig e vrec'h da Geppetto hag en doa kalz a boan o chom en e sav, e lavaras Pinocchio dezhañ:

- En em harpit hardizh war ma brec'h, ma zadig kaezh, ha deomp war-raok. Kerzhout a raimp goustad-goustad evel ar merien ha pa vimp skuizh e raimp un ehan war vord an hent.

- Ha da belec'h ez aimp? - a c'houlennas Geppetto.

- Da glask un ti pe ul lochenn 'lec'h ma vo roet dimp ur begad bara en aluzen hag un tamm plouz d'ober ur gwele.

N'o doa ket graet c'hoazh kant kammed ma weljont, azezet war vord an hent, daou hailhon divalav o c'houlenn an aluzen.

Ar re-se oa ar C'hazh hag al Louarn, met ne oant ket mui heñvel ouzh ar pezh ma oant bet ur wech. Ar C'hazh, dre forzh ober van da vezañ dall, en doa kollet ar gweled da vat. Hag al Louarn, goshaet-mat, divlevet ha seizet ur c'hostez eus e gorf a oa deut da vezañ besk. Setu penaos e oa c'hoarvezet: kouezhet er vrasañ dienez, e voe rediet ar c'hozh laer vil-se da werzhañ betek e lost kaer-dispar d'ur marc'hadour-red hag a brenas anezhañ evit ober un digeliener.

- O Pinocchio, - a huchas al Louarn gant ur vouezh klemmvanus, - ro un tammig aluzen da zaou reuzeudig mac'hagnet.

- Mac'hagnet! - eme ar C'hazh war e lerc'h.

- Kenavo deoc'h, maskaradennoù! - a respontas Pinocchio. - Ur wech on bet touellet ganeoc'h, met bremañ ne vin ket tapet ken.

- Kred hardizh, Pinocchio, hirie omp paour ha reuzeudik da vat!

- Da vat! - eme ar C'hazh war e lerch.

- Ma'z oc'h paour, ez eo dleet mat deoc'h. Dalc'hit soñj eus ar c'hrennlavar-mañ: «An arc'hant deuet a-berzh fall ne'z eont ket da bennvat».

- Bez truez ouzhimp!...

- Ouzhimp!...

- Kenavo deoc'h, maskeradennoù! Dalc'hit soñj eus ar c'hrennlavar-mañ: «Bleud an diaoul a ya da vrenn».

- Arabat hon dilezel!...

- ...ilezel! eme ar C'hazh war-lerc'h al Louarn.

- Kenavo deoc'h, maskeradennoù! Dalc'hit soñj eus ar c'hrennlavar-mañ: «An hini a laer e vantell digant e nesañ a varv hep roched peurvuiañ».

War se ez eas Pinocchio ha Geppetto goustadik gant o hent ha goude bezañ graet dek kammed all e weljont, e penn pellañ ur wenodenn, e-kreiz ar parkeier, ul lochenn gaer gant mogerioù plouz hag un doenn goloet gant teolennoù ha brikennoù.

- Unan bennak zo sur-mat o chom el lochenn-mañ, - eme Pinnochio. - Deomp da lopañ war an nor.

Hag int betek al lochenn ha lopañ war an nor.

- Piv zo aze? - eme ur vouezhig eus an diabarzh.

- Ur paourkaezh tadig hag ur paourkaezh mabig, hep tamm bara hag hep ti nag aoz, - a respontas Pinocchio.

- Troit an alc'hwez hag an nor a zigoro, - eme an hevelep mouezhig.

Pinocchio a droas an alc'hwez hag an nor a zigoras. A-vec'h antreet, e stagjont da sellet-disellet en-dro dezhe hep gwelet den ebet.

- Pelec'h 'ta emañ mestr al lochenn? - eme Pinocchio souezhet.

- Setu-me amañ e krec'h!

Diouzhtu e savas tadig ha mabig o selloù war-du an terest hag e weljont, azezet war un treust, ar Grilh-Komzer.

- A! ma Grilhig karet, - eme Pinocchio en ur saludiñ hegarat.

- «Grilhig karet» 'peus graet ac'hanon, neketa? Ha kounaat a rez penaos, evit skarzhañ ac'hanon er-maez eus da di, ez peus taolet ur morzhol koad ouzhin?...

- Ar gwir zo ganit, Grilhig! Skarzh ac'hanon er-maez ivez, taol ivez ur morzhol koad ouzhin, met bez truez ouzh ma faourkaezh tadig...

- Truez am bo ouzh an tadig hag ouzh ar mabig ivez, met c'hoant am boa da zegas  soñj dit eus da walldaol evit deskiñ dit un dra: ret eo, er bed-mañ, bezañ hegarat ouzh an holl ma fell dimp e vefe graet brav dimp ivez en devezhioù diaes.

- Ar gwir zo ganit, Grilhig, furnez az peus da werzhañ ha me a zalc'ho soñj eus ar gentel az peus roet din. Met lavar din 'ta penaos 'peus graet evit prenañ al lochenn vrav-mañ?

- Al lochenn-mañ a voe roet din e prof dec'h gant ur c'havrig koant, he c'hreoñ liv glas-noz.

- Hag ar c'havrig, da belec'h eo aet?

- N'ouzon ket?

- Ha pegoulz e teuio en dro?... a c'houlennas Pinocchio o virviñ gant ar c'hoant-gouzout.

- Ne zistroio biken. Dec'h, pa'z eas kuit, e oa mantret-holl ha seblantout a rae lâret, en ur vegeliat: «Paourkaezh Pinocchio»... bremañ ne welin ket anezhañ ken... debret eo bet brav-mat gant ar Morvleiz!...

- Lavaret he deus an dra-se end-eeun?... Hi an hini oa neuze!... hi an hini oa!... ma Boudig karet e oa!... - a huchas Pinocchio hag a stagas da zifronkal ha da skuilhañ daeroù puilh.

P'en doe gouelet gwalc'h e galon e sec'has e zaoulagad, ha goude bezañ aozet ur gweleig mat gant ur vrec'hiad plouz e astennas Geppetto gozh warnañ. Neuze e c'houlennas ouzh ar Grilh-Komzer:

- Lâr din, Grilhig: pelec'h e c'hallfen kavout ur werennad laezh evit ma faourkaezh tadig?

- Tri fark ac'hann emañ al legumajer Giangio hag a zalc'h saout. Kerzh d'e gaout hag e kavi al laezh a glaskez.

Pinocchio a yeas en ur redadenn da di al legumajer Giangio; met al legumajer a lavaras dezhañ:

- Pegement a laezh a fell dit kaout?

- Ur werennad.

- Ur werennad laezh a goust ur gwenneg. Ro din da gentañ ur gwenneg.

- N'em eus ket ur sañtim zoken, - a respontas Pinocchio mezhekaet ha doaniet.

- N'eo ket mat, margodenn gaezh, - eme al lugumajer. - Ma n'ez peus ket ur sañtim zoken, me n'em eus ket ur berad laezh zoken.

- Biskoazh kemend-all! - eme Pinocchio prest da vont kuit.

- Gortoz un tamm, - eme Giangio. - Marteze e c'hallfemp en em glevet. Mat e vefe dit treiñ ar rod?

- Petore rod?

- Ar rod koad hag a servij da dennañ eus ar puñs an dour a vez ezhomm evit al legumaj.

- Klask a rin ober...

- Neuze, tenn kant kelorniad dour hag en eskemm e profin dit ur werennad laezh.

- Mat eo din.

Giangio a gasas Pinocchio d'al liorzh hag a zeskas dezhañ treiñ ar rod. Diouzhtu e lakaas Pinocchio e gorf war al labour, met n'en doa ket tennet c'hoazh ar c'hant kelorniad dour ma oa erru gleb-teil penn-kil-ha-troad gant ar c'hwezenn. Biskoazh n'en doa gouzañvet kement a boan.

 

- Al labour poanius-se, - eme al legumajer, - a veze graet betek-henn gant ma azenig: met hirie emañ ar paourkaezh loen war e dalaroù.

- Kas a rafec'h ac'hanon da welet anezhañ? - eme Pinocchio.

- Ez laouen.

A-vec'h antreet er c'hraou e welas Pinocchio un azenig koant gourvezet war ar plouz, dinerzhet gant an naon ha faezhet gant re a labour.

Sellet a reas pizh-pizh outañ hag e soñjas, strafuilhet-holl:

- Anaout a ran an azenig-mañ! E benn n'eo ket dianav din!

Hag en ur stouiñ betek ennañ e c'houlennas outañ er yezh azenek:

- Piv out?

Pa glevas ar goulenn-se e tigoras an azenig e zaoulagad skuizh hag e valbouzas, er memes yezh azenek:

- Me eo M...ou...chig.

Goude-se e serras e zaoulagad hag e rentas e vuhez.

- O! paourkaezh Mouchig! - eme Pinocchio a hanter-vouezh. Ha gant un dornad plouz e sec'has un daerenn hag a ruilhe war e jod.

- Trubuilhet out abalamour d'un azen ha na goust netra dit? - eme al legumajer. - Petra a rankfen-me ober goude bezañ prenet anezhañ gant arc'hant fresk?

- Me a lâro deoc'h... ur mignon din e oa!...

- Ur mignon dit?

- Ur c'hompagnun-skol din!...

- Petra?! - a huchas Giangio gant ur mell c'hoarzhadenn. - Petra?! Da gompagnuned-skol a oa azened!... Na pebezh studioù brav az peus graet!...

Pinocchio, feuket gant ar c'homzoù-se ne respontas ket. Tapout a reas e werennad laezh peuztomm hag e tistroas d'al lochenn.

Diwar an deiz-se, e-pad ouzhpenn pemp miz, e savas Pinocchio bemdez a-raok an heol evit mont da dreiñ ar rod ha gounit evel-se ar werennad laezh a rae kement a vad da yec'hed dister e dadig. Ha n'echuas ket gant se: en e amzer vak e teskas fardañ boutegoù ha paneroù broen ha gant ar gwenneien a denne eus al labour-se e tale gant kalz a furnez ouzh an holl zispignoù pemdeziek. Drezañ e-unan e aozas ur c'harrig kaer evit pourmen e dadig ha reiñ tro dezhañ da aveliñ e benn pa veze brav an amzer.

 

Er beilhadennoù diouzh an noz, e pleustre war al lenn hag ar skrivañ. Er gêrig nesañ en doa prenet, evit ur gwennegig bennak, ul levr brav hag a vanke dezhañ ar bajenn-dal hag ar meneger, ha gant al levr-se e rae e lennadennoù. Evit skrivañ, e rae gant ur gorzennig raoskl beget-lemm hag a dalveze dezhañ da bluenn, ha pa n'en doa na korn-liv, na liv-skrivañ, e soube e gorzennig en ur vuredig leun a chug-kerez.

Bezet pe vezet, kement a youl-vat a lakae d'en em zibab, da labourat ha da vont war-raok ma oa deut a-benn da vevañ e dad klañvidik en ur mod dereat, ha da lakaat ouzhpenn-se daou-ugent gwenneg a-gostez evit prenañ ur gwiskamant nevez.

Ur beurevezh e lavaras d'e dad:

- Mont a ran d'ar marc'had da brenañ ur chupennig, ur bonedig hag ur re votoù. Pa zeuin en-dro d'ar gêr, a ouzhpennas en ur c'hoarzhin, e vin gwisket ken brav ma tremenoc'h ac'hanon evit un aotrou bras.

Ha deut e-maez an ti en em lakaas da redek drant ha laouen. Met a-daol-trumm e klevas unan bennak o c'hervel e anv. Treiñ a reas e benn hag e welas ur Velc'hwedenn goant o tiflukañ eus ar c'harzh.

- N'anavezez ket ac'hanon? - eme ar Velc'hwedenn.

- Soñjal a ra din e ran, met n'on ket sur...

- N'ez peus ket soñj eus ar Velc'hwedenn a oa matezh gant ar Voudig blev glas-noz? N'ez peus ket soñj eus ar wech ma tiskennis evit reiñ gouloù dit ha ma oas chomet sac'het, gant da droad plantet e dor an ti?

- Soñj am eus eus pep tra, - a huchas Pinocchio. - Lavar din diouzhtu, Melc'hwedenn goant, pelec'h 'peus laosket ma Boudig vat? petra a ra bremañ? ha pardonet he deus din? dalc'het he deus soñj ouzhin? karantez he deus bepred evidon? pell emañ ac'hann? daoust hag-eñ e c'hallfen mont d'he c'haout?

D'an holl c'houlennoù-se graet gant Pinocchio buan-buan hag hep dialaniñ e respontas ar Velc'hwedenn en he doare lezirek boas:

- Pinocchio-me! Ar paourkaezh Boudig zo war he gwele en ospital!...

- En ospital?...

- Siwazh! Goude bezañ gouzañvet reuzioù diniver emañ bremañ klañv-bras ha n'he deus ken peadra da brenañ ur begad bara.

- Evit gwir?... O! pebezh kalonad a roez din! O! paourkaezh Boudig! paourkaezh Boudig! paourkaezh Boudig!... M'am befe ur milion, ez afen d'ar red da gas anezhañ dezhi... Met n'em eus nemet daou-ugent gwenneg... Setu-int amañ. O vont da brenañ ur gwiskamant nevez e oan. Kemer-int, Melc'hwedenn, ha kerzh diouzhtu da gas anezhe d'am Boudig vat.

- Ha da wiskamant nevez?...

- Petra vern din ar gwiskamant nevez? Gwerzhañ a rafen ivez an truilhoù a zo en-dro din evit sikour anezhi! Kae, Melc'hwedenn, hast buan ha deus en-dro a-benn daou zevezh, spi am eus da c'hallout reiñ dit ur gwenneg bennak c'hoazh. Labouret em eus betek-henn evit bevañ ma zadig ha diwar hirie e labourin pemp eurvezh ouzhpenn evit bevañ ivez ma mammig vat. Kenavo dit Melc'hwedenn, gortoz a rin ac'hanout goude warc'hoazh.

Ar Velc'hwedenn, en enep d'he doare kustum, en em lakaas da redek evel ur glazard e-kreiz gor bras miz Eost.

Pa zistroas Pinocchio d'ar gêr e c'houlennas e dadig outañ:

- Ha da wiskamant nevez?

- N'em eus kavet hini ebet diouzh ma doare. N'eus forzh!... Prenet e vo ur wech all.

En noz-se, e-lec'h chom betek dek eur war ar bale, e chomas Pinocchio betek taol an hanternoz, hag e-lec'h eizh bouteg broen, e reas seitek.

Neuze ez eas da gousket. Hag en e gousk e seblantas dezhañ gwelet dre e huñvre ar Voudig, koantik-holl gant ur mousc'hoarzh war he muzelloù, hag a lavaras goude bezañ poket dezhañ:

- Brav-bras, Pinocchio! Abalamour d'az kalon vat e pardonan dit an holl droioù-kamm c'hoariet ganit betek hirie. Ar vugale hag a sikour o zud gant karantez en o dienez hag en o c'hleñvejoù a vez bepred dellezek da vezañ meulet ha karet, zoken pa ne vezont ket skouerioù a sentidigezh hag a furnez. Bez fur ha poellek en amzer-da-zont hag e vi evurus.

D'ar poent-se ez echuas an huñvre ha Pinocchio a zigoras frank e zaoulagad.

Soñjit 'ta pegen souezhet e voe pa verzas, en ur zihuniñ, ne oa mui anezhañ ur vargodenn goad met ur paotrig evel an holl re all. Sellet a reas en-dro dezhañ hag e welas, e-lec'h mogerioù plouz al lochenn, ur gambrig vrav, aozet ha kempennet en un doare eeun ha plijus war un dro. Lammat a reas er-maez eus e wele hag e kavas ur gwiskamant nevez, ur boned nevez hag ur re votinezoù lêr a glote brav-dispar.

Kerkent ha gwisket gantañ e zilhad e sankas e zaouarn en e c'hodelloù hag e tennas er-maez ur voujennig olifant ma oa skrivet warni: «Ar Voudig blev glas-noz a rent da Binocchio e zaou-ugent gwenneg gant mil bennozh Doue evit e galon vat». Digeriñ a reas ar voujennig hag e-lec'h an daou-ugent gwenneg e kouevr e welas daou-ugent pezh aour nevez-flamm o lugerniñ.

Mont a reas da deurel ur sell er melezour hag e seblantas dezhañ bezañ unan all. Ne welas ket skeudenn ur vargodenn goad met skeudenn ur paotrig kaer, leun a vuhez hag a spered gant blev gell, daoulagad glas-oabl, un neuz laouen war e zremm ha ken drant hag ur pintig.

E-kreiz an holl vurzhudoù-se hag a c'hoarveze an eil war-lerc'h egile, ne ouie ket Pinocchio pe zihun e oa pe o huñvreal, digor gantañ e zaoulagad.

- Ha ma faourkaezh tadig, pelec'h emañ? - a huchas a-daol-trumm. Neuze, pa voe antreet er gambr 'kichen, e kavas Geppetto gozh distroet d'ar yec'hed, sart an tamm anezhañ hag en imor vat evel gwechall. Adkroget en doa gant e vicher kizeller-koad ha d'an ampoent e oa o tresañ ur stern-taolenn brav-dispar pinvidikaaet gant deliennoù, bleunioù ha pennoùigoù loened a bep seurt.

- Displegit din, ma zadig, kement ha gwalc'hañ ma c'hoant-gouzout: penaos ez eus deut, a-daol-trumm, kement a gemm amañ? - a c'houlennas Pinocchio en ur lammat en e gerc'henn hag en ur bokat-dibokat dezhañ.

- Ar c'hemm trumm-mañ zo deut en hon ti a-drugarez dit, - eme Geppetto.

- Penaos 'ta a-drugarez din?...

- Pa zeu ar vugale fall da vezañ fur e teu dezhe ar galloud da lakaat doareoù nevez ha laouen da ziwanañ en o familh.

- Hag ar Pinocchio kozh e koad, da belec'h ez aet da guzhat?

- Setu-eñ amañ, - a respontas Geppetto; hag e tiskouezas dezhañ ur vargodenn vras harpet ouzh ur gador, he fenn troet ha kostezet, he divrec'h a-istribilh, he divhar kroaziet ha dambleget, ken ma seblante bezañ chomet en he sav dre vurzhud.

 

Pinocchio a droas e benn da sellet outi: ha goude bezañ sellet ur pennad, e lavaras ennañ e-unan gant plijadur vras:

- Na pegen droch e oan pa oan ur vargodenn!... ha pegen laouen on o vezañ bremañ ur paotrig a-zoare!...

*
*     *

Savet eo bet an droidigezh-mañ diwar embannadur kentañ ar skrid orin bet moullet er bloavezh 1883, ha tennet eo bet ar skeudennoù eus an hevelep embannadur.