Ur Ganenn Nedeleg

Charles Dickens

Skeudennoù gant John Leech

Troet diwar ar saozneg gant Françoise Lermen

 

Diazezet eo an droidigezh-mañ war embannadur kentañ kontadenn Dickens, deut er-maez e miz Kerzu 1843. Tennet eo ivez ar skeudennoù eus an embannadur kentañ.

Roll ar pennadou

KENTAÑ POZ: TASMANT MARLEY  

EIL POZ: AN HINI KENTAÑ EUS AN TRI SPERED.  

TREDE POZ: AN EIL EUS AN TRI SPERED  

PEVARE POZ: AR SPERED DIWEZHAÑ  

PEMVET POZ: DIBENN AR GANENN  





KENTAÑ POZ: TASMANT MARLEY

Marley oa marv, kement ha kregiñ ganti. Ne oa douetañs ebet war se. Kaieret e oa bet marv ha sinet e oa bet ar c'haier gant ar pastor, gant ar sakrist, gant an aozer lidoù-kañv, ha gant an den en doa renet an ambroug-kañv. Sinet e oa bet ivez gant Scrooge. Hag anv Scrooge a roe talvoudegezh, er Yalc'h, da n'eus forzh pe damm paper a zouge e skrabadenn. Marley gozh a oa ken marv hag un tach-dor.

Taolit pled! Ne fell ket din lâret e ouzon, drezon ma-unan, petra zo ken marv-se en un tach-dor. Douget e vefen, kentoc'h, da sellet ouzh un tach-arched evel ouzh ar marvañ tamm houarnaj a vez kavet er stalioù-kenwerzh. Met miret eo bet furnez hon hendadoù en o c'heñveriadurioù, ha ne zlefe ket ma daouarn disakr o direnkañ, rak ken buan all ez afe ar Vro da goll. Setu perak e c'houlennan diganeoc'h aotre da adlavaret, gant stambouc'h: Marley oa ken marv hag un tach-dor1 .

Ha gouzout a rae Scrooge e oa marv? Evel-just e ouie. Penaos e c'hallje bezañ bet mod-all? Scrooge hag eñ oa kevelerien abaoe nouspet bloaz. Scrooge oa e sikuter nemetañ, e verour nemetañ, e hêr nemetañ, e susitour nemetañ, e vignon nemetañ hag an hini nemetañ a oa bet o tougen kañv dezhañ. Met Scrooge zoken ne oa ket bet re skoet gant an darvoud trist-se, rak da geñver an obidoù end-eeun e tiskouezas pebezh marc'hadour dreist e oa, hag e lidas an deiz gant ur marc'had hag a oa hep mar ebet un taol-ruz.

An eñvor eus obidoù Marley am lak da zistreiñ da benn kentañ ar gaoz. Marv e oa Marley hep douetañs ebet. Ret eo kompren mat an dra-se, rak a-hend-all ne vije netra vurzhudus en istor ac'h an da zisplegañ deoc'h. Ma ne vijemp ket kendrec'het da vat e oa marv tad Hamlet a-raok deroù ar pezh-c'hoari, ne gavfemp ket souezhusoc'h e welet o kantren en noz, dindan an avel-reter, war mogerioù-kreñv e gastell, eget gwelet un aotrou all, etre daou oad, oc'h ober un droiad goude serr-noz en ul lec'h avelek -- lakomp e bered Sant Paol, da skouer -- evit sabatuiñ spered gwan e vab.

Morse ne ziverkas Scrooge anv Marley gozh. Skrivet e oa c'hoazh, bloavezhioù goude, a-us dor ar sanailh: Scrooge ha Marley. Anavezet e oa an ti-kenwerzh dindan an anv Scrooge ha Marley. Tud 'zo, nevez e bed an aferioù, a rae a-wechoù Scrooge eus Scrooge, hag a-wechoù ivez Marley, met eñ a selaoue ouzh an daou anv. Tuig ha talig e oa dezhañ.

O! Derc'hel a rae Scrooge e droad er par! Ar pec'her kozh krafek a oa anezhañ a ouie stardañ, gwaskañ, skrapat, rastellat, skilfañ! Kalet ha lemm e oa evel ur maen-tan na c'hall direnn ebet tennañ dioutañ eliennoù fonnus; un den kuzh e oa, klozet warnañ e-unan ha digenvez evel un istrenn. Ar yenijenn a oa en e galon a seize e zremm gozh, a voanae e fri begek, a roufenne e jodoù, a reutae e zivhar, a ruzie e zaoulagad, a c'hlasae e vuzelloù tanav, hag a roe un ton gwidreüs d'e vouezh trenk. Goloet e oa e benn, e zivabrant hag e elgez moan gant rev gwenn. Dougen a rae bepred gantañ e yenijenn; sklaset e veze e vurev e-kreiz tommder an hañv ha ne ziskorne ket da geñver Nedeleg.

Tommder ha yenijenn ar bed diavaez n'o doa ket kalz a levezon war Scrooge. Ne c'halle ket gor an hañv e dommañ, na yenijenn ar goañv e sklasañ. Barr-avel ebet ne oa ken rust hag eñ, kaouad erc'h ebet ne dizhe e bal ken asur, pil-dour ebet ne oa ken bouzar ouzh ar pedennoù. Ne ouie ket an amzer fall penaos kregiñ ennañ. Glav, erc'h, grizilh ha kazarc'h ne oant trec'h dezhañ nemet war ur poent: “diskenn” brav a raent alies, pezh na rae morse Scrooge.

Den ebet ne chome a-sav war ar straed evit lâret dezhañ, gant selloù laouen: “Penaos 'mañ kont ganeoc'h, Scrooge gaezh? Pegoulz e teuoc'h d'ober ur gwel din?” Paour ebet ne glaske kaout un tammig aluzen digantañ, bugel ebet ne c'houlenne outañ pet eur e oa, ha hini ebet, na gwaz na maouez, n'en doa goulennet ouzh Scrooge, ur wechig zoken, pe hent a gase da lec'h-mañ-lec'h.

Betek chas ar re zall a seblante e anavezout. Ha p'hen gwelent o tont, e sachent o ferc'henned e porchedoù hag e banelloù; neuze e fistoulent o lost evel evit lâret: “gwelloc'h lagad ebet eget ul lagad drouk, mestr an deñvalijenn!”

Scrooge, avat, ne rae forzh! Kement-se end-eeun a blije dezhañ. Un drugar e oa dezhañ ober e dreuz, a-hed heñchoù re zarempredet ar vuhez, en un doare hag a zalc'he pell dioutañ pep karantez a-berzh e nesañ.

Ur wech -- d'an deiz bravañ eus ar bloaz, da zerc'hent an Nedeleg -- e oa Scrooge gozh en e vurev, dalc'het gant e labour. Yen-put e oa an amzer ha latariñ a rae ivez. Klevet a c'halle an dud, en diavaez, o vonedonea en ur skeiñ o daouarn ouzh o bruched hag o zreid ouzh ar pavezioù evit o zommañ. Teir eur hepken oa bet sonet gant horolajoù kêr, met teñval a-walc'h e oa dija -- an deiz ne oa ket bet sklaer tamm ebet -- hag e prenestroù ar burevioù tro-war-dro e oa goulaouennoù-koar war elum o strinkañ tarchadoù sklêrijenn damruz en aer rous ha pounner. En em silañ a rae al latarenn dre pep frailh ha pep toull-alc'hwez, ha ken fetis e oa ma seblante an tiez en tu all d'ar vanell -- daoust pegen strizh e oa homañ -- bezañ tasmantoù. Diouzh gwelet ar c'houmoul pounner o tiskenn en ur veuziñ pep tra en teñvalder, e vije bet soñjet e oa Arc'houere an Natur o chom stok amañ hag o vresañ bier war an ton bras.

Lezet en doa Scrooge dor e vurev digor evit gallout derc'hel ul lagad war e gomis hag a oa oc'h eilskrivañ lizhiri en un tamm kombod digoñfort, heñvel ouzh ur penton. Scrooge en doa un tan dister a-walc'h, met kalz disteroc'h c'hoazh e oa tan ar c'homis, ken dister ma hañvale bezañ bet graet gant un tamm glaou hepken. Met ne c'halle ket hen magañ, rak derc'hel a rae Scrooge ar sailh-glaou en e vurev dezhañ, ha kerkent ha ma teue ar c'homis e-barzh gant ar bal-c'hlaou e lavare ar mestr e vije ret dezhe dispartiañ an eil diouzh egile. War-se e starde ar c'homis e skerb gwenn en-dro d'e c'houzoug hag e klaske tommañ e izili ouzh flamm ar c'houlaouenn, met o vezañ ne oa ket anezhañ un den ijinus-tre e strive en aner.

“Nedeleg laouen, eontr! Doue d'ho tiwallo!” a huchas ur vouezh drant. Ar vouezh-se a oa hini niz Scrooge, erruet ken trumm ma n'en doa merzet e eontr mann ebet dioutañ a-raok klevet e salud.

“Ba!” eme Scrooge, “Sotoni!”

Ken tomm e oa dezhañ goude e gerzhadenn herrek dre al latar yen ma oa niz Scrooge o teviñ evel ur c'hlaouenn; ruz ha kaer e oa e zremm, luc'hañ a rae e zaoulagad hag e alan a save en aer evel ur vogedenn.

“Ur sotoni a rit eus Nedeleg, eontr!” eme an niz. “N'eo ket ar pezh a soñjit da vat, 'keta?”

“Hag e ran” eme Scrooge. “Nedeleg laouen! Pe wir az peus da vezañ laouen? Pe abeg az peus da vezañ laouen? Paour 'vel ma'z out.”

“Dalit!” a eilgerias an niz, seder e vouezh. “Pe wir ho peus da vezañ tagnous! Pe abeg ho peus da vezañ trist? Pinvidik a-walc'h oc'h.”

Scrooge ha na gavas netra all da respont war an tomm a zistagas adarre “Ba!” hag a lavaras c'hoazh “Sotoni.”

“Na vezit ket gwall imoret, eontr!” eme an niz.

“Penaos e c'hallfen bezañ imoret-mat?” a eilgerias an eontr, “p'emaon o vevañ en ur bed leun a ziskianted! Nedeleg laouen! Tav din gant da Nedeleg laouen! Petra eo evidout amzer an Nedeleg? Ar mare ma rankez paeañ da fakturennoù hep kaout gwenneien, ar mare m'en em gavez ur bloaz koshoc'h hep bezañ un eurvezh pinvidikoc'h. Ma c'hallfen ober diouzh ma fenn,” a grozas Scrooge “e rankfe kement diod a zistag 'Nedeleg laouen' bezañ poazhet asambles gant e bouding ha sebeliet gant ur brank kelenn plantet en e galon2 . Evel-se e tlefe bezañ graet!”

“Eontr!” a enebas an niz.

“Niz!” a eilgerias an eontr, reut e vouezh, “lid Nedeleg en da c'hiz, ha me hen lido em giz-me.”

“Lidañ Nedeleg!” eme niz Scrooge “Met c'hwi ne lidit netra.”

“Ro peoc'h din, neuze,” eme Scrooge. “Ra zeuio kalz a vad dit! Kalz a vad zo deut dit bep gwech!”

“Eus kalz traoù em bije gallet tennañ ma mad, met n'em eus ket graet,” a respontas an niz. “Nedeleg zo unan eus an traoù-se. Ha sur on, bep gwech m'am eus gwelet amzer an Nedeleg o tistreiñ, em eus santet -- en diavaez eus an doujañs dleet d'e anv ha d'e orin sakr, ma c'hall un dra stag outañ chom en diavaez -- e oa ur mare mat: mare al levenez, ar pardon, ar gendruez, ar blijadur, ar mare nemetañ a anavezan, e deiziadur hir ar bloaz, ma tiskouez paotred ha merc'hed, holl a-unan, bezañ prest da zigeriñ a-c'hrad-vat o c'halonoù serret ha da soñjal ez eo ar re a zo dindane gwir gompagnuned-hent o veajiñ gante etrezek ar bez, ha neket krouadurien eus ur ouenn all o veajiñ war hentoù all. Setu perak, eontr, daoust ma n'en deus ket laket Nedeleg an disterañ pezh aour pe arc'hant em godell, e kredan en deus graet, hag e raio din c'hoazh, kalz a vad; neuze e lavaran: ra vezo benniget gant Doue!”

Ar c'homis, en e benton, a stlakas e zaouarn hep rat dezhañ. Diouzhtu, avat, e verzas en doa graet un dra dizereat hag e klaskas c'hwezhañ an tan, met lazhañ a reas da viken an diwezhañ elfenn vev.

“Ma roit din c'hoazh ur grik da glevet,” eme Scrooge, “e lidoc'h Nedeleg en ur goll ho labour! Ha te, Aotrou, a zo ur prezeger eus ar c'hentañ,” emezañ en ur dreiñ e benn war-du e niz. “Souezhet on n'emaout ket er Parlamant.”

“Arabat deoc'h fuloriñ, eontr. Dalit! Deuit warc'hoazh da goaniañ ganimp.”

Scrooge a lavaras e karfe e welet -- ya, evit gwir. Distagañ a reas ar frazenn war he hed hag e lavaras e karfe e welet da gentañ... er finvezioù-se3 .

“Perak?” a huchas niz Scrooge. “Perak?”

“Perak 'ta out aet da zimeziñ?” eme Scrooge.

“Peogwir e oan tapet gant ar garantez.”

“Tapet e oas gant ar garantez!” a c'hrozmolas Scrogge, evel pa vije ar gomz-se an dra nemetañ er bed hag a vije drochoc'h c'hoazh eget “Nedeleg laouen”. - “Un endervezh mat a hetan dit!”

“Ma! eontr, morse n'oc'h deut d'am gwelet a-raok ma oan dimezet. Perak e tispakit bremañ an digarez-se evit chom hep dont?”

“Endervezh mat,” eme Scrooge.

“Ne c'houlennan netra diganeoc'h, ne glaskan netra. Perak ne c'hallomp ket bezañ mignoned?”

“Endervezh mat,” eme Scroge.

“Poan-galon am eus da vat ouzh ho kwelet ken aheurtet. Morse n'eus bet tabut etrezomp. Graet em boa un taol-esa en enor da Nedeleg hag e chomin betek ar fin en imor da lidañ ar gouel. Neuze, Nedeleg laouen deoc'h, eontr.

“Endervezh mat!” eme Scrooge.

“Ha bloavezh mat deoc'h!”

“Endervezh mat!” eme Scrooge.

An niz a guitaas ar burev hep an disterañ ger kintus. Chom a reas a-sav dirak dor ar maez evit hetiñ ur bloavezh mat d'ar c'homis hag a oa, evitañ da vezañ grisiet gant ar riv, kalz tommoc'h eget Scrooge rak respont a reas gant komzoù hegarat.

“Setu un abostol all,” a valbouzas Scrooge goude klevet e gomzoù: “ma c'homis gant pemzek shilling ar sizhun, ur wreg hag ur familh, o komz eus un Nedeleg laouen. Koulz eo din mont da di ar re sot.”4  

An diskiant-se, e-skeud lezel niz Scrooge da vont er-maez, en doa lezet daou zen all da zont e-barzh. Aotrounez doareet-mat a oa anezhe, plijus da welet, ha setu ma oant bremañ, o zok tennet diwar o fenn, e burev Scrooge. Levrioù ha paperioù a oa gante en o daouarn, hag ur stouadenn a rejont dirakañ.

“Scrooge ha Marley, a soñj din,” eme unan eus an aotrounez en ur deurel ur sell war e listenn. “Ouzh piv em eus ar blijadur da gomz: ouzh an aotrou Scrooge pe ouzh an aotrou Marley?

“An aotrou Marley zo marvet seizh vloaz 'zo,” a respontas Scrooge. “En noz-mañ end-eeun ez eus seizh vloaz abaoe ma'z eo marv.”

“Sur omp, hep mar, he deus kavet e largentez ur plas e kalon e geveler chomet war e lerc'h, eme an aotrou en ur astenn dezhañ e baperenn-aotre.

Evel-se e oa kont a-dra-sur, rak evel eneoù-kar e oa bet an daou zen. Pa glevas Scrooge ar ger hegasus “largentez,” e krizas e dal, e hejas e benn hag e roas d'an aotrou e baperenn-aotre en-dro

“En deizioù-gouel-mañ, Aotrou Scrooge,” eme egile en ur dapout ur bluenn, e kavomp talvoudusoc'h c'hoazh eget boaz dastum un tammig arc'hant evit an dud paour ha dibourvez a c'houzañv kalz er c'houlz-bloaz-mañ. Miliadoù a dud a rank dioueriñ ar pep retañ ha meur a gantviliad a rank bevañ hep tamm aezamant ebet.”

“N'eus ket a brizonioù?” a c'houlennas Scrooge.

“Un niver bras a brizonioù,” eme egile, en ur renkañ e bluenn.

“Hag an tiez-labour?” a c'houlennas Scrooge. “Digor int bepred?”

“Ya, bepred,” a eilgerias an aotrou, “laouen e vefen ma c'hallfen lavaret n'int ket ken.”

“Bez' ez eus c'hoazh eus ar Vilin-gastiz hag eus Lezenn ar Beorien, neuze?” eme Scrooge.

“Mont a reont o-div fonnus en-dro.”

“O! Aon am boa, goude klevet ar pezh ho poa lâret da gentañ, e vije deut un dra bennak da virout oute d'ober o labour talvoudus,” eme Scrooge. “Laouen on o c'houzout n'emañ ket kont evel-se”.

“Dre ma'z eo anat ne c'haller ket, en doare-se, degas kalz a frealz kristen da eneoù ha da gorfoù an dud, e klask lod ac'hanomp dastum peadra da brenañ kig, died ha danvez-tan evit ar re baour. Dibabet hon eus ar mare-mañ eus ar bloaz, rak en deizioù-mañ end-eeun, e vez degaset kalz a c'hwervoni gant an Diouer ha kalz a levenez gant ar Puilhder. Pegement a c'hallan lakat war hoc'h anv?”

“Netra!” a respontas Scrooge.

“C'hoant ho peus da chom dizanv?”

“C'hoant am eus da vezañ laosket e peoc'h,” eme Scrooge.” Peogwir e c'houlennit ouzhin, Aotrounez, pehini eo ma c'hoant, setu amañ ma respont. Evidon-me, ne glaskan ket bezañ laouen da Nedeleg ha n'em eus abeg ebet da lakat laouen tud didalvez. Reiñ a ran ma skoazell d'an aozadurioù am eus meneget deoc'h -- koustañ a reont ker a-walc'h hag ar re a zo en dienez n'o deus nemet mont da glask bod enne.”

“Kalz a dud ne c'hallont ket mont di; ha kalz reoù all a vefe gwell gante mervel.”

“Mar bez gwell gante mervel, ra varvint” eme Scrooge, “evel-se e vo digresket dreistniver ar boblañs. Forzh penaos -- ma digarezit -- n'ouzon netra diwar-benn se.”

“Bez' e c'hallfec'h gouzout,” a lavaras an aotrou.

“N'emañ ket aze ma c'hrog,” a eilgerias Scrooge. “Trawalc'h eo d'un den plediñ gant e aferioù dezhañ hep emellout en aferioù ar re all. Dalc'het e vezan dibaouez gant ma re. Endervezh mat deoc'h, Aotrounez!”

Pa voe anat dezhe ne dalvezje ket ar boan kenderc'hel gant o c'haoz, e kimiadas an daou aotrou. Scrooge en em roas adarre d'e labour gant muioc'h a istim evitañ e-unan ha muioc'h a blijadur eget kustum.

E-keit-se e teue al latar hag an deñvalijenn da vezañ ken tev ma rede an dud a-gleiz hag a-zehou gant flammerennoù en o dorn, en ur ginnig o servijoù evit mont a-raok ar c'hezeg sterniet ouzh ar c'hirri hag o bleniañ war o hent. An tour-iliz kozh, gant e gloc'h grignous hag a seblante bepred sellet a-dreuz ouzh Scrooge eus ur prenestr gotek toullet er voger, a zeuas da vezañ diwelus hag a sonas er c'houmoul an eurioù ha kardeurioù, heuliet bep gwech gant stroñsoù daskrenus evel pa vije e zent o strakal en e benn sklaset, ahont e-krec'h. Lemmoc'h-lemmañ e oa ar yenijenn. Er straed veur, e korn ar vanell, e oa bet enaouet, gant un toullad micherourien o kempenn korzennoù ar gaz, un tan bras en ur brazouer hag en-dro dezhañ en em dolpe gwazed ha krennarded e truilhoù o tommañ o daouarn hag o tivalvenniñ, boemet-holl, dirak ar flammoù. Dilezet e oa ar bonn-dour hag an diveradoù dioutañ a oa aet d'ober ur gwiskad skorn kazus.

Ar gouloù distaolet gant prenestroù ar stalioù ma strake enne skoultroù ha kokoù kelenn e tommder ar c'hleuzeurioù, a roe ul liv damruz da zremmoù distronk an dremenidi. Ar stalioù kig-yer hag ar stalioù ispisiri a ginnige ur marzharvest pompus: un daolenn c'hlorius ma oa diaes krediñ he doa un dra bennak d'ober gant traoù ken boutin ha kenwerzh hag aferioù. Al Lord-maer, er c'hreñvlec'h Mansion House, a roe urzhioù d'e hanter-kant keginer ha d'e vevelien da aozañ ur gouel-Nedeleg dellezek eus tiegezh ul Lord-maer; ha zoken ar c'hemener bihan en doa tapet digantañ un dell-gastiz a bemp shilling dilun diwezhañ, goude bezañ bet kavet mezv hag o tistagañ komzoù gwadus er straedoù, a farde ar pouding evit an deiz war-lerc'h, tra ma'z ae e dreudasenn a wreg gant ar babig da brenañ un tamm kig bevin.

Fetisoc'h e oa c'hoazh al latar ha gwashoc'h ar yenijenn. Ur yenijenn lemm, kriz, kalet, ur yenijenn hag a groge en dud. M'en dije kroget Sant Dunstan e fri an diaoul gant nerzh ur seurt amzer en e vizied, e-lec'h ober implij eus e armoù boas, neuze e vije bet klevet an droukspered o yudal evel ur bleiz5 . Perc'henn ur fri yaouank munut, krignet ha chaoket gant ar yenijenn lontek evel ma vez krignet an eskern gant ar chas, a stouas e benn betek toull-alc'hwez Scrooge evit e laouenaat gant ur ganenn Nedeleg. Met pa glevas ton kentañ ar ganenn “Doue d'ho pennigo, Aotrou jentil! Ra ne zeuio netra d'hoc'h enkreziñ!” e krogas Scrooge en e reolenn gant kement a startijenn ma tec'has ar c'haner, spontet-holl, en ur lezel an toull-alc'hwez e dalc'h al latar hag ar rev hag a oa hegaratoc'h memestra.

A-benn ar fin e teuas an eur da glozañ ar burev. Droug ennañ e tiskennas Scrooge diwar e skabell, pezh a oa un asant dilavar roet d'ar c'homis a c'hortoze en e benton, hag hemañ a lazhas diouzhtu e c'houlaouenn en ur lakat e dok war e benn.

“C'hoant ho peus da vezañ dizalc'h warc'hoazh holl an deiz-pad, 'm eus aon?” eme Scrooge.

“Ma'z eo mat deoc'h, Aotrou.”

“N'eo ket mat din,” eme Scrooge, “ha n'eo ket reizh. Ma lamfe evit an deiz-se un hanter gurunenn diwar ho kopr, e soñjfe deoc'h ez eus bet graet gaou ouzhoc'h, n'eo ket gwir?”

Ur mousc'hoarzh glas e zeuas war dremm ar c'homis.

“Ha koulskoude,” eme Scrooge, “ne soñj ket deoc'h e vez graet gaou ouzhin, pa baean ur gopr evit un devezh dilabour.”

Ar c'homis a lavaras ne c'hoarveze an dra-se nemet ur wech ar bloaz.

“Un digarez toull evit tennañ arc'hant eus godell un den bep bloaz d'ar pemp warn-ugent a viz Kerzu!” eme Scrooge en ur brennañ e vantell betek e elgez. “Met ezhomm ho peus eus an devezh penn-da-benn, 'm eus aon. Deuit da vihanañ abretoc'h a-se an deiz war-lerc'h.

Prometiñ a reas ar c'homis e raje, ha Scrooge a yeas er-maez en ur c'hrozmolat.

Klozet e voe ar burev en ur serr-lagad, hag ar c'homis, gant an daou benn hir eus e skerb gwenn o tivilhal war e gof (ne oa ket perc'henn lorc'hus ur vantell) a ziskennas en ur ruzadenn ar straed Cornhill da heul ur vandennad krennarded, ha se ugent gwech, evit enoriñ derc'hent an Nedeleg; neuze e redas ken buan ha ma c'hallas betek Camden Town, 'lec'h ma oa o chom, evit c'hoari mouchig-dall.

Mont a reas Scrooge da zebriñ e goan dristik en e davarn gustum ken tristik-all ha goude bezañ lennet ar c'hazetennoù hag abuzet ar peurrest eus an abardaez gant e levrioù-kont, ez eas d'ar gêr da gousket. Bevañ a rae e kambroù perc'hennet gwechall gant e geveler aet da anaon. E lojeiz a oa ur steudad kambroù kañvus en ur mell ti teñval savet en ur porzh e-lec'h ma seblante ken dianket ma oa diaes mirout da soñjal e oa moarvat deredet di dre zegouezh, en ur c'hoari koach-koukoug gant tiez all pa oa c'hoazh un ti yaouank, ha n'en doa ket kavet hent an distro. Bremañ, avat, e oa kozh a-walc'h ha trist a-walc'h ivez, rak den ebet nemet Scrooge ne oa o chom ennañ; feurmet e oa bet ar c'hambroù all ha talvezout a raent da vurevioù. Ken teñval e oa ar porzh ma ranke Scrooge zoken, evitañ da anaout kement maen a oa ennañ, hen treuziñ a-dastorn. Ken gronnet a latar hag a rev e oa an nor-dal vras livet e du ma vije bet kredet e oa Arc'houere ar Goañv azezet war an treuzoù, beuzet e prederiadennoù kañvaouüs.

Ret eo lâret bremañ ne oa netra heverk gant ar morzhol-dor, nemet e oa bras-kenañ. Ret eo ivez lâret e oa bet gwelet noz ha beure gant Scrooge abaoe ma oa o chom en ti-se; ouzhpenn-se, eus ar pezh a anver faltazi, ne oa ket bet roet da Scrooge ul lod brasoc'h eget hini n'eus forzh piv e kêr Londrez zoken pa zalc'her kont -- pebezh soñj hardizh -- eus izili ha renerien ar c'huzul-kêr hag ar c'hevredad-labour. Arabat ivez ankounaat n'en doa ket soñjet Scrooge ur wechig zoken e Marley goude bezañ graet anv, en enderv-se, eus e geveler aet da anaon seizh vloaz oa. Neuze, ra zisplego din an neb a c'hallo penaos e c'hoarvezas gant Scrooge, pa oa o paouez lakat e alc'hwez en toull, gwelet er morzhol-dor -- hep ma vije bet kemmet hemañ dre un taol-hud -- n'eo ket ur morzhol-dor met dremm Marley.

Ya, dremm Marley. Ne oa ket beuzet en ur vorenn didreuzus evel an traoù all a oa er porzh, met gronnet e oa gant ur skleur ankenius evel ul legestr linkret en ur c'hav. Ne oa na fuloret na drouk, met sellet a rae ouzh Scrooge evel ma oa Marley kustum da sellet: gant lunedoù tasmantel savet war un tal tasmantel. Ar blev a oa fuilhet en un doare iskis, evel gant alan un den pe gant c'hwezhadenn un aezhenn domm, hag an daoulagad, evite da vezañ digor-bras, a oa difiñv-mik. Se, hag he liv distronk, a roe d'an dremm un neuz euzhus. Met an euzh a seblante bezañ war an dremm en desped dezhi, kentoc'h evel un dra ha na oa ket en he dalc'h, eget evel ur perzh dezhi.

Pa baras Scrooge e sell war an arvest-se e welas adarre ur morzhol-dor.

Lavaret ne oa ket bet spouronet, pe n'en doa ket santet en e wad un trefu braouac'hus estren dezhañ abaoe amzer e vugaleaj, a vije lavaret gaou. Met tapout a reas krog en alc'hwez en doa dilezet, hen treiñ a reas gant nerzh, ha goude bezañ antreet en ti ez enaouas e c'houlaouenn.

Ur paouez a reas hag e chomas en entremar e-pad ur par berr a-raok serriñ an nor; da gentañ e sellas pizh a-drek dezhi, evel pa vije bet engortoz da vezañ spontet gant ar gwel eus kanuchenn Marley o tiboufañ er raksal. Met a-drek an nor ne oa netra, nemet ar biñsoù ma oa staget ar morzhol gante; neuze e lavaras «Ba! ba!» hag e serras an nor a-stlak.

An trouz a zassonas dre an ti evel un taol-kurun. Pep kambr war-laez, ha pep barrikenn e kav ar marc'hadour gwin en traoñ, a seblante tregerniñ en ur mod dezhi hec'h-unan ha disteurel un dibunad heklevioù disheñvel diouzh ar re all. Ne oa ket Scrooge den da vezañ spontet gant heklevioù. Goude bezañ serret mat an nor e treuzas ar raksal hag e pignas war e bouezig gant ar skalier en ur grennañ e c'houlaouenn.

Komzit, ma karit, eus bleniañ ur c'harr, stlejet gant c'hwec'h marc'h, betek krec'h ur skalier mod-kozh solud, pe a-dreuz ul lezenn fall nevez-embannet6 ; me a lavar deoc'h ne vije ket bet diaes kas ur c'harr-kañv betek krec'h ar skalier-se, zoken laket war e lec'hed, gant ar walenn-garr troet war-du ar voger hag an nor a-dreñv war-du an aspled: graet e vije bet diboan. Ledan-meurbet e oa ar skalier, ha ledanoc'h zoken eget na oa ret; setu perak, marteze, e kavas da Scrooge en doa gwelet ur c'harr-kañv o tont war-du ennañ en deñvalijenn. Gouleier un hanter-zousennad kleuzeurioù-straed ne vijent ket deut a-benn da sklêrijennañ ervat ar raksal, neuze e c'hallit soñjal pegen teñval e oa dindan skleur gouloù-lutig Scrooge.

Derc'hel a reas Scrooge da bignat hep ober van. Marc'had-mat eo an deñvalijenn ha plijout a rae da Scrooge. Met a-raok dezhañ serriñ e zor bounner e kerzhas a-dreuz hag a-hed en e gambr evit gwelet hag-eñ e oa pep tra en e reizh. Broudet e oa d'hen ober gant an eñvor a vire eus an dremm.

Sal-degemer, kambr-gousket, kambrig-distrob: pep tra enne oa en e renk. Den ebet dindan an daol, den ebet dindan ar gourvezvank; un tan bihan en oaled; loa ha skudell prest da servijañ; ha war an trebez, ur gastelodennad kaot brignen, rak sifernet e oa Scrooge. Den ebet dindan ar gwele; den ebet er gabined; den ebet en e sae-gambr istribilhet ouzh ar voger en un doare hag a roe disfiz. Ar gambrig-distrob a oa evel boaz, enni un harz-fulennoù kozh, botoù kozh, div baner da lakat-pesked, un daol-emwalc'hiñ war tri zroad hag ur fichell.

Dinec'het-mik e serras e zor hag e troas div wech an alc'hwez er potailh, pezh na oa ket kustum d'ober. Goude bezañ en em ziwallet evel-se diouzh ur souezhadenn all e tennas e gravatenn, e wiskas e sae-gambr hag e gofignonoù, e lakas e voned-noz war e benn hag ez eas da azezañ dirak an tan da zebriñ e gaot brignen.

E gwirionez, e oa un tan bihan-bihan ha na dalveze koulz lâret netra en un noz ken yen. Rankout a reas mont da azezañ stok outañ ha stouiñ a-us dezhañ a-raok santout un tammig tommder o tont eus ur vozad danvez-tan ken bihan. Kozh e oa ar siminal, bet savet gant ur marc'hadour hollandat pell amzer oa ha pavezet tro-war-dro gant daroù a vro-Holland ma oa treset warne taolennoù tennet eus ar Skritur Sakr. Bez' e oa Kained hag Abeled, merc'hed Faraoned, Rouanezed Saba, Aelez-kannaded o tiskenn dre an aer war koumoulennoù heñvel ouzh gweleoù-pluñv, Abrahamed, Baltazared, Ebestel o vont war vor e barzh listri-hili, kantadoù a skeudennoù evit tennañ e evezh; ha koulskoude dremm Marley, marvet seizh vloaz a oa, a zeue evel gwialenn ar Profed kozh7 hag a lonke pep tra all. Ma vije bet an holl daroù lufr-se karrezennoù gwenn, dezhe ar galloud da stummañ war o gorre ur skeudenn eus an elfennoù distag a yae d'ober soñjoù Scrooge, e vije deut war-wel un eilskeudenn eus penn Marley gozh war bep hini.

“Sotoni!” eme Scrooge hag a zalc'he da gerzhout a-dreuz ar gambr.

Goude meur a droiad, ez eas adarre en e goazez. Pa daolas e benn en a-dreñv war e gador, e welas ur c'hloc'hig hag e paras e selloù warnañ; ur c'hloc'hig dizimplij e oa, ispilhet er gambr ha staliet, evit abegoù ankounaet bremañ, e doare da gas e son d'ur sal en estaj uhelañ an ti. Gant sebez bras ha gant ur spouron iskis ha diaes da zisplegañ, e sellas pishoc'h, hag e welas ar c'hloc'hig o kregiñ da vrallañ. Da gentañ e vrallas ken goustad ma ne rae nemet un trouzig bihan, met dizale en em lakas da seniñ un ton kreñv, heuliet gant an holl gleier a oa en ti.

Padet he doa an abadenn un hanter-vunutenn marteze, pe ur vunutenn, met kavout a rae da Scrooge he doa padet un eurvezh. Holl asambles, evel m'o doa staget da seniñ, e tavas ar c'hleier. Neuze e voe klevet un trouz houarn o tont eus donderioù an ti evel pa vije unan bennak o stlejel ur chadenn bounner war ar barrikennoù e kav ar marc'hadour gwin. Dont a reas soñj da Scrooge e kustume an tasmantoù, hervez m'en doa klevet, stlejel chadennoù dre an tiez darempredet gante.

Dor ar c'hav a zigoras a-stroñs gant ur stlakadenn dregernus ha neuze e klevas kalz fraeshoc'h an trouz a save eus an estajoù izeloc'h, gwech a-hed ar skalieroù, gwech rag-eeun betek e zor.

“Sotoni adarre!” eme Scrooge. N'on ket evit krediñ.

Cheñch liv a reas koulskoude pa dremenas an trouz, hep ober un ehan, a-dreuz an nor bounner ha pa zeuas tre er gambr dirak e zaoulagad. Dres d'an ampoent e flamminas an tan damvarv evel evit huchal: “E anaout a ran, Tasmant Marley 'n hini eo!” hag e kouezhas adarre.

 

An hevelep dremm, dres an hevelep hini. Marley gant e ganuchenn, e jiletenn voas, e vragoù strizh, e heuzoù kinklet a doupennoù savet d'an nec'h evel e ganuchenn, evel pastelloù e borpant hag ar blev war e benn. Ar chadenn a stleje war e lec'h a oa stardet ouzh e zargreiz. Hir e oa, ha troidellat a rae en-dro dezhañ evel ul lost; ouzh hec'h ober (rak pizh e sellas Scrooge outi) e oa kefioù-arc'hant, alc'hwezioù, potailhoù, levrioù-kontoù, teulioù ha yalc'hoù pounner kreñvaet gant dir. Treuzwelus e oa e gorf hag evel-se e c'halle Scrooge, pa selle outañ a-dreuz e jiletenn, gwelet an div nozelenn a oa war lodenn a-dreñv e borpant.

Scrooge en doa klevet lavaret meur a wech diwar-benn Marley, n'en doa ket a vouzelloù, met morse betek-henn n'en doa kredet e vefe gwir.

Nann, ha diskredik e oa bremañ zoken. Kaer en doa sellet-disellet a-dreuz an tasmant a oa dirakañ, kaer en doa santout levezon sklasus e zaoulagad sonnet gant ar marv ha gwelet splann betek gwiadur ar skerb skoulmet en-dro d'e benn ha d'e elgez ha n'en doa ket merzet a-raok, e chome bepred diskredik hag e stourme ouzh e skiantoù.

“Ha neuze!” eme Scrooge, flemmus ha yen evel boaz. “Petra a glaskit diganin?”

“Kalz!” -- Mouezh Marley e oa, hep mar ebet.

“Piv oc'h?”

“Goulennit kentoc'h piv e oan.”

“Piv e oac'h neuze?” eme Scrooge uheloc'h e vouezh. “Ispisial oc'h evit ur seblant.” O vont e oa da lavaret “war a seblant”8 met echuiñ a reas e frazenn gant ur bomm hag a glote gwelloc'h gant an degouezh.

“Em buhez e oan ho keveler, Jacob Marley.”

“Bez' e c'hallit -- bez' e c'hallit azezañ?” a c'houlennas Scrooge en ur sellet outañ gant disfiz.

“Bez' e c'hallan, ya.”

“Neuze, azezit.”

Graet en doa Scrooge ar goulenn-se peogwir ne ouie ket ha gouest e oa un Tasmant ken treuzwelus da gemer ur gador; ha soñjal a rae, e ken kaz na vije ket gouest, e c'hallje bezañ rediet da reiñ un displegadenn un tammig displijus. Met azezañ a reas an Tasmant en tu all eus an oaled, evel pa vije kustum da azezañ aze.

“Ha krediñ a rit ennon,” a c'houlennas an Tasmant.

“Ne ran ket,” eme Scrooge.

“Peseurt testeni eus ma bezañs a garfec'h kaout en tu all d'ar pezh a ziskouez deoc'h ho skiantoù?”

“N'ouzon ket,” eme Scrooge

“Perak n'ho peus ket fiziañs en ho skiantoù?”

“Peogwir e vezont strafuilhet gant nebeut a dra,” eme Scrooge. “Pa zeu din an disterañ poan-gof e vezan touellet gante. Bez' e c'hallfec'h bezañ un tamm kig bevin o sammañ ma sac'h-boued, pe ur begad sezv, pe un drailhenn fourmaj, pe ur vruzunenn batatezenn damboazh. N'eus forzh piv oc'h, tennañ a rit muioc'h d'ur meuz eget d'un teuz!”9  

Ne oa ket ar c'hiz gant Scrooge da zistagañ fentigelloù ha ne sante ket en e galon an disterañ c'hoant da farsal. E gwirionez e klaske c'hoari ar paotr dilu evit sioulaat e spered ha trec'hiñ war e spont, rak trubuilhet e oa betek mell e eskern gant mouezh an Tasmant.

Chom sioul en e goazez ur predig, gant e selloù paret war daoulagad difiñv ha disked an Tasmant, ne raje -- hen santout a rae Scrooge -- nemet eilpennañ pep tra en e spered. Hag euzhus-meurbet e oa ivez gwelet an Tasmant gronnet en un aergelc'h diaoulek krouet gantañ. Ne c'halle ket Scrooge hen santout drezañ e-unan, met evel-se e oa koulskoude, rak daoust ma chome an Tasmant diflach-krenn en e goazez, e fiñve e vlev, e bastelloù, e doupennoù, evel pa vijent hejet-dihejet gant un aezhenn domm o sevel eus ur fornigell.

“Gwelet a rit ar skarzh-dent-mañ?” eme Scrooge, o tont buan en-dro war e gaoz evit an abegoù meneget endeo ha gant ar spi da zistreiñ diwarnañ selloù sonnet ha yen an Tasmant, pa ne vije nemet e-pad ur vunutenn,.

“Ya, bez' e ran” a respontas an Tasmant.

“N'oc'h ket o sellet outañ,” eme Scrooge.

“Hen gwelet a ran koulskoude,” eme an Tasmant.

“Mat!” a eilgerias Scrooge, “N'em eus ken 'met hen lonkañ evit bezañ heskinet betek fin ma buhez gant un armead gobilined, holl krouet ganin-me. Sotoni, m'hen lâr deoc'h! sotoni!”

War-se e laoskas an Tasmant ur griadenn skrijus hag e hejas e chadenn gant un trouz ken braouac'hus ma rankas Scrooge kregiñ start en e gador evit mirout da gouezhañ semplet. Met pegen brasoc'h e voe e spouron pa ziskoulmas an Tasmant ar skerb a oa en-dro d'e benn, evel pa vije re domm evit bezañ douget e-barzh an ti, o lezel evel-se e javed izelañ da gouezhañ war e vruched.

Scrooge a gouezhas d'an daoulin en ur skoachañ e zremm gant e zaouarn.

“Truez!” emezañ. “Gweledigezh spontus, perak e teuit d'am zrubuilhañ?”

“Den prederiet gant traoù ar bed!” a eilgerias an Tasmant, “krediñ a rit ennon, pe ne rit ket?”

“E ran,” eme Scrooge. “Ret eo din. Met perak e teu ar sperejoù da gantren war an douar ha perak e teuont d'am c'haout?”

“Goulennet e vez digant pep den,” a respontas an Tasmant, “lakat ar spered a zo ennañ da gantren e-touez e genseurted ha da veajiñ dre bep lec'h; an hini n'hen gra ket e-pad e vuhez a vo rediet d'hen ober goude e varv. Kondaonet e vo da gantren dre ar bed -- O! gwa me -- ha da welet traoù na c'hallo den ebet lodenniñ gantañ hag a c'hallje-eñ, pa oa war an douar, bezañ lodennet gant tud all evit bezañ evurus.

Ur wech c'hoazh e laoskas an Tasmant ur griadenn hag e hejas e chadenn en ur weañ e zaouarn tasmantel.

“Chadennet oc'h,” eme Scrooge en ur grenañ. “Lavarit din perak.”

“Dougen a ran ar chadenn am eus goveliet e-pad ma buhez,” a respontas an Tasmant. “Graet eo bet ganin mell goude mell, metrad goude metrad; dre ma youl ma-unan em eus he stardet en-dro d'am dargreiz ha dre ma youl ma-unan em eus he douget. Iskis e kavit he stumm?”

Krenañ a rae Scrooge mui-ouzh-mui.

“Pe c'hoant ho peus”, a gendalc'has an Tasmant,” da c'houzout pouez ha hirder ar fun greñv a zougit-c'hwi? Seizh vloaz 'zo, da zerc'hent an Nedeleg, e oa dija ken pounner ha ken hir ha homañ. Labouret ho peus warni abaoe. Ur pikol chadenn eo deut da vezañ!”

Sellet a reas Scrooge ouzh ar planchod en-dro dezhañ, engortoz d'en em gavout kelc'hiet gant hanter-kant pe tri-ugent gourhedad fun houarn: met ne c'hallas gwelet mann ebet.

“Jacob,” emezañ gant ur vouezh aspedus. “Jacob Marley gozh, kontit din hiroc'h. Lavarit din komzoù frealzus, Jacob!”

“N'em eus tamm frealz da reiñ deoc'h,” a eilgerias an Tasmant. “Eus kontreoù all, Ebenezer Scrooge, e teu ar frealz, ha degaset e vez gant kannaded all da dud all disheñvel diouzhoc'h. Ne c'hallan ket kennebeut lavaret deoc'h ar pezh a garfen. Un tammig muioc'h hepken zo bet aotreet din. Ne c'hallan ket diskuizhañ, ne c'hallan ket en em zerc'hel em sav, ne c'hallan chom e nep lec'h. Morse n'eo aet ma spered da gantren pell diouzh hor burevioù -- selaouit mat! -- morse em buhez n'en deus kuitaet ma spered tachenn strizh hor stalig-eskemm, beajoù brevus am eus c'hoazh d'ober!

Boas e oa Scrooge, ken alies ha ma tegouezhe dezhañ magañ soñjou, bountañ e zaouarn e godelloù e vragoù. Setu ar pezh a reas ivez tra ma oa o prederiañ war gomzoù an Tasmant, met ne savas ket evit se e zaoulagad hag e chomas daoulinet.

“Sur a-walc'h ho peus kerzhet gorrek-gorrek, Jacob,” eme Scrooge, gant doare-komz un aferour, ha koulskoude war un ton uvel ha doujus.

“Gorrek!” a lavaras an Tasmant.

“Marvet seizh vloaz zo,” eme Scrooge, evel kollet en e soñjoù. “Hag o veajiñ a-hed an amzer!”

“A-hed an amzer,” eme an Tasmant, “hep na peoc'h na diskuizh ha merzheriet dibaouez gant ar morc'hed.”

“Beajiñ a rit buan?” a c'houlennas Scrooge.

“War eskell an avel,” a respontas an Tasmant.

“Tremenet oc'h sur a-walc'h a-us da galz broioù e-pad seizh vloaz,” eme Scrooge.

O klevet kement-se e laoskas an Tasmant ur griadenn all hag e lakas e chadenn da stirlinkat en un doare ken euzhus e sioulder don an noz m'en dije kavet paotr ar Gward abegoù mat da sevel klemm a-enep ur seurt hegaser.

“Oh! prizoniad ereet ha div wech chadennet,” a huchas an Tasmant, pa ne oar ket e rank tremen kantvedadoù ha kantvedadoù labour dizehan, sevenet gant krouadurioù divarvel war an tamm douar-mañ, a-raok ma vefe diorret ar mad a zo gouest d'ober. Pa ne oar ket e vez nec'het kement spered kristen a labour kalonek war e dachenn vihan, forzh pe hini e vefe, gant ar soñj ez eo re verr e vuhez douarel evit ober kement tra a c'hallfe bezañ talvoudus. Pa ne oar ket n'eo ket ar c'heuz, forzh pegen bras e vefe, a zegas en-dro ar chañsoù kollet! Koulskoude, setu penaos e oan! O! setu penaos e oan.

“Met a-viskoazh oc'h bet ur mailh war dachenn an aferioù, Jacob,” a valbouzas Scrooge hag a oa krog da lakat ar c'homzoù-se da dalvezout evitañ e-unan.

“Aferioù!” a huchas an Tasmant en ur weañ adarre e zaouarn. An denelezh oa ma afer. Mad an holl oa ma afer; karitez, trugarez, kendruez ha madelezh oa holl ma aferioù. Ar c'hefridioù da seveniñ em c'henwerzh ne oant nemet ur beradig dour e morad divent ma aferioù!”

Sevel a reas e chadenn a-benn-vrec'h, evel pa vije homañ pennkaoz d'e holl c'hwervoni, hag he skeiñ a reas pounner d'an douar.

“D'ar c'houlz-mañ eus ar bloaz oc'h echuiñ,” eme an Tasmant, “e c'houzañvan ar muiañ. Perak em eus kerzhet dre douez engroez ma c'henseurted gant ma daoulagad troet war-du an douar, hep morse o sevel d'an nec'h etrezek ar Steredenn venniget hag a vlenie ar Vajed etrezek ul lojeiz paour? Daoust hag ne oa ket a lojeizioù paour ma c'halljen bezañ bet kaset betek enne gant he sklêrijenn?”

Trefuet-holl e oa Scrooge gant komzoù an Tasmant hag a gendalc'he war ar memes ton, ha setu ma krogas da grenañ evel ur barr delioù.

“Selaouit ouzhin” a huchas an Tasmant. “Tost echu eo ma amzer.”

“Selaou a fell din,” eme Scrooge. Met arabat deoc'h bezañ re galet ganin! Arabat ober gant gerioù lidus, Jacob! Me ho ped!”

“N'on ket evit lavaret penaos eo degouezhet ganin en em ziskouez dirakoc'h en ur stumm a c'hallit gwelet. Meur ha meur a wech on bet azezet diwel en ho kichen.”

Ne oa ket se ur soñj plijus. Skrijañ a reas Scrooge hag e sec'has ar c'hwezenn diwar e dal.

“N'eo ket al lod skañvañ eus ma c'hastiz,” a gendalc'has an Tasmant. “En noz-mañ emaon amañ evit kemenn deoc'h ho peus c'hoazh ur chañs hag un esper da dreiñ diwarnoc'h ur blanedenn heñvel ouzh ma hini. Ur chañs hag un esper pourchaset deoc'h ganin.

“Ur mignon mat oc'h bet din a-viskoazh,” eme Scrooge. “Trugarez!”

“Tri Spered,” a lavaras an Tasmant berr-ha-berr, “a zeuio d'ho kavout.”

Imor Scrooge a zeuas da vezañ hogozik ken du ha ma oa hini an Tasmant.

“Kement-se eo ar chañs hag an esper ho peus meneget, Jacob?” a c'houlennas gant ur vouezh voan.

“Ya, evel-se emañ”

“Me -- me a garfe ne vefe ket evel-se,” eme Scrooge.

“Ma ne zeuont ket d'ho kavout,” eme an Tasmant, “n'ho peus tamm spi ebet da dec'hout diwar an hent emaon-me o heuliañ. Bezit engortoz da welet an hini kentañ warc'hoazh, pa sono ar c'hloc'h un eur goude hanternoz.”

“Ne c'hallfen ket o degemer diouzhtu, holl asambles, hag echu e vefe an abadenn?” a silas Scrooge.

“Gwelet a reoc'h an eil Spered en noz war-lerc'h, d'an hevelep eur. An trede a zeuio en noz da heul, pa vo tavet dasson taol diwezhañ an hanternoz. Na vezit ket e-sell d'am gwelet adarre, met lakit evezh, evit ho mad, da zerc'hel soñj eus ar pezh a zo tremenet etrezomp!”

Distaget gantañ ar c'homzoù-se e tapas an Tasmant e skerb diwar an daol evit hen skoulmañ en-dro d'e benn, evel a-raok. Hen merzout a reas Scrooge diouzh an trouz sklintin a reas e zent pa zeuas e javedoù, unanet adarre gant ar skerb, da stekiñ an eil ouzh eben. Krediñ a reas neuze sevel e zaoulagad hag e welas e weladenner dreistdouarel en e sav-sonn dirakañ gant e chadenn punet en-dro d'e vrec'h.

Ar weledigezh a bellaas dioutañ en ur souzañ, ha gant kement kammed a rae e tigore ar prenestr muioc'h-mui, ken ma oa digor-bras p'en em gavas an Tasmant dirakañ.

Sin a reas da Scrooge da zont betek ennañ, pezh a reas hemañ ivez. Pa ne oa mui nemet div gammed etreze, e savas Tasmant Marley e zorn da ziwall outañ da zont tostoc'h. Scrooge a chomas a-sav.

N'eo ket avat dre sentidigezh, met dre ma oa skoet gant ar souezh hag ar spont, rak p'en doa savet an Tasmant e zorn en doa klevet trouzioù dispis en aer: ur meskaj mouezhioù o c'harmat gant ar glac'har hag ar c'heuz, o leuskel hirvoudoù kañvaouus-meurbet ha morc'hedus. Goude bezañ chomet ur predig da selaou, en em silas an Tasmant e laz ar glemmerien hag e plavas dre an noz sklas ha teñval.

Mont a reas Scrooge betek ar prenestr, debret gant ar c'hoant-gouzout. Sellet a reas er-maez.

Leuniet e oa an aer gant tasmantoù o kantren du-mañ ha du-hont, herrus ha diehan, en ur huanadiñ bep ma'z aent war-raok. Pep hini a zouge chadennoù evel Tasmant Marley; un toulladig anezhe (moarvat strolladoù ministred kablus) a oa ereet asambles; hini ebet ne oa diere. Kalz anezhe a oa bet anavezet mat gant Scrooge en o buhez. Darempredoù mat en doa bet zoken gant un tasmant kozh paket en ur jiletenn wenn ha strobet gant un armel-houarn ramzel staget ouzh e ufern; leuskel a rae garmadennoù truezus dre ma oa dic'houest da reiñ skoazell d'ur paourkaezh maouez truek hag a wele en traoñ, azezet war treuzoù un nor gant ur bugelig. Anat e oa e klaskent holl emellout en aferioù an dud evit ober ar mad met kollet o doa o galloud da viken ha se oa ar boan o doa holl da c'houzañv.

 

Daoust ha teuzet e oa ar c'hrouadurioù-se er vrumenn, pe gronnet gant ar vrumenn, ne vije ket bet evit hen lavaret. Met teuzet e oant an eil en egile, ha mesket e oa ivez o mouezhioù; hag an noz a zeuas da vezañ evel ma oa bet pa oa o tistreiñ d'ar gêr.

Serriñ a reas Scrooge ar prenestr, hag e sellas pizh ouzh an nor ma oa deut an Tasmant drezi. Prennet e oa gant div dro alc'hwez evel ma ouie, rak he frennet en doa-eñ e-unan gant e zaouarn, hag ar morailh a oa digemm. Klask a reas lavaret “Sotoni!” met chom a reas mut diwar ar c'hentañ silabenn.

Dre ma oa fromet, marteze, pe skuizhet gant labour an deiz ha skoet gant ar gwel eus ar Bed Diwelus ha gant komzoù iskis an Tasmant, pe abalamour ma oa diwezhat en noz, en doa ezhomm bras eus un tamm repoz. Neuze ez eas war-eeun d'e wele hep diwiskañ e zilhad hag e kouezhas kousket diouzhtu.





EIL POZ: AN HINI KENTAÑ EUS AN TRI SPERED.

Pa zihunas Scrooge, e oa ken teñval en-dro dezhañ ma c'halle a-boan, diwar e wele, disheñvelout gwerennoù boull ar prenestr diouzh mogerioù divoull e gambr. O strivañ e oa evit toullañ an deñvalijenn gant e zaoulagad kazh pa voe sonet ar pevar c'hard gant kleier un iliz e-kichen. Selaou a reas evit klevet seniñ an eur.

Souezhet-bras e voe pa dremenas ar c'hloc'h pounner eus c'hwec'h da seizh, hag eus seizh da eizh, hag evel-se, ingal betek daouzek; neuze ez ehanas. Daouzek! Tremen div eur e oa pa oa aet d'e wele. Daouzek! Direnket e oa an horolaj. Un hinkin-skorn a oa sur a-walc'h en em silet en he gwikefre. Daouzek.

Pouezañ a reas war winterell e eurier-seniñ evit difaziañ an horolaj diskiant-se. Kalonig herrek an eurier a dalmas daouzek gwech, hag a chomas a-sav.

“Penaos! N'hall ket bezañ,” eme Scrooge, “un deiz a-bezh hag ul lodenn vat eus an noz da heul on bet kousket. Ha posubl e vije c'hoarvezet un dra bennak gant an heol, hag an daouzek taol-se a verkfe kreisteiz?”

Nec'het gant ar soñj-se e lammas er-maez eus e wele hag e klaskas a-dastorn e hent betek ar prenestr. Ret e voe dezhañ frotañ gwerennoù skornet ar prenestr gant milgin e sae-gambr a-benn gwelet un dra bennak; ha neuze ne welas ket kalz a dra. Ne c'hallas nemet merzout e oa an amzer bepred brumennek ha yen-sklas, ha ne save ket, eus ar straed, an disterañ trouz graet gant tud o redek-diredek a-gleiz hag a-zehou gant kalz a firbouch evel m'o dije graet an holl, a-dra-sur, ma vije bet trec'het an deiz splann gant an noz du ha ma vije deut homañ da aloubiñ ar bed. Un disamm bras e voe evitañ, rak ar meneg “tri deiz goude gwel e gentañ lizher-eskemm, paeit d'an aotrou Ebenezer Scrooge, pe war e anv... ha kement 'zo” a vije deut da vezañ didalvoud10 hep deizioù da gontañ.

Distreiñ a reas Scrooge d'e wele hag e stagas da valañ ha da advalañ soñjoù ha da chaokat mennozhioù hep dont a-benn da gompren. Seul vui e vale soñjoù, seul vrasoc'h e veze e strafuilh; ha seul vui e strive da argas ar soñjoù diwar e spered, seul vui e soñje.

Trubuilhet e oa betek re gant Tasmant Marley. Bep gwech ma tivize outañ e-unan, goude un hir a brederenn, ne oa an dra-se nemet un huñvre, e tistroe e spered, evel ur winterell distignet, en e stad kentañ hag e ranke talañ ouzh an hevelep kudenn: “Daoust hag un huñvre e oa pe get?”

Chom a reas Scrooge er stad-se betek ma voe sonet tri c'hardeur muioc'h gant ar c'hloc'h. Neuze, a-daol-trumm, e teuas koun dezhañ eus ar gweladenner rakkemennet dezhañ gant an Tasmant, hag a zlee dont pa vije sonet un eur gant ar c'hloc'h. Divizout a reas chom dihun betek ma vije tremenet an eur; hag o vezañ ma ne oa ket aesoc'h dezhañ menel kousket eget nijal d'ar Baradoz, e oa marteze an dra furañ a oa en e c'halloud.

Ken hir e oa ar c'hardeur-se ma kredas meur a wech e oa kouezhet er c'housk ha n'en doa ket klevet ar c'hloc'h. Erfin e teuas son ar c'hloc'h betek e skouarn digor-mat.

“Bimbaoñ, bimbaoñ!”

“Ur c'hardeur”, eme Scrooge en ur gontañ

“Bimbaoñ, bimbaoñ!”

“Un hantereur!” eme Scrooge.

“Bimbaoñ, bimbaoñ!”

“Tri c'hardeur”

“Bimbaoñ, bimbaoñ!”

“Klok eo an eur,” eme Scrooge, ton an trec'h en e vouezh, “ha netra ken!”

Komzet en doa a-raok d'ar c'hloc'h seniñ taol un eur, pezh a reas bremañ gant un dasson don, teñval, kleuz, melkonius. Kerkent e voe sklêrijennet ar gambr ha sachet rideozioù e wele.

Sachet e voe rideozioù e wele a-gostez, a lâran deoc'h, gant un dorn. N'eo ket avat ar rideozioù a oa dirak e dreid, nag ar re a oa a-drek e gein, met ar rideozioù a oa dirak e zremm. Sachet e voe rideozioù e wele a-gostez ha Scrooge, damsavet en e goazez, en em gavas tal-ouzh-tal gant ar gweladenner eus ar bed all a oa ouzh o sachañ: ken stok e oa outañ ha m'emaon-me bremañ ouzhoc'h, hag en ho kichen emaon dre ar spered.

Un dudenn iskis e oa -- heñvel ouzh ur bugel: ha koulskoude heñveloc'h c'hoazh ouzh ur c'hozhiad gwelet a-dreuz ur ouel dreistnaturel hag a roe da grediñ e oa damsteuziet en diabell ha koazhet betek ment ur bugel. E vlev, diflasket war e gil hag o kouezhañ war e gein, a oa gwenn evel blev un den kozh, met war e zremm ne oa roufenn ebet, hag e groc'hen a oa livrin ha fresk. Hir-tre ha kigennek a oa e zivrec'h, koulz hag e zaouarn, evel pa vije un nerzh dreistordinal enne. E zivhar hag e dreid, stummet eus ar c'haerañ, a oa noazh evel e izili krec'h. Dougen a rae ur sae wenn-kann startet en-dro d'e zargreiz gant ur gouriz lufrus hag a daole skedoù hollgaer. Derc'hel a rae en e zorn ur bod kelenn glas ha fresk; hag evel evit dislavaret ur seurt arouez-goañv, e oa kinklet e zilhad gant bokedoù-hañv. Met ar pep iskisañ ennañ oa ar bann sklêrijenn splann a strinke eus e gitern hag a lake kement-se holl war-wel; abalamour da se hep mar, e touge war e benn, pa veze trist e imor, ur mell mouger-tan a dalveze dezhañ da gabell hag a zalc'he bremañ dindan e gazel.

An dra-se koulskoude ne oa ket, evit Scrooge hag a selle pishoc'h-pizh outañ, e berzh iskisañ. Rak o vezañ ma luc'he ha ma lugerne e c'houriz gwech amañ, gwech aze, e teue ar pezh a oa bet sklêrijennet e-pad ur predig da vezañ teñval e-pad ur predig all ha dre-se e seblante an teuz e-unan bezañ kemm-digemm, evitañ da chom mat war-wel: gwech e oa anezhañ un dra gant ur vrec'h hepken, gwech gant ur c'har, gwech gant ugent gar, gwech un divhar hep penn ebet, gwech ur penn hep korf: eus al lodennoù a steuzie ne zeue ket an disterañ trolinenn war-wel en deñvalijenn fetis ma oant beuzet enni. Hag evel dre vurzhud e teue bepred da vezañ adarre ar pezh ma oa a-raok, ken fraezh ha ken sklaer ha biskoazh.

“C'hwi, Aotrou, eo ar Spered a oa bet kemennet e weladenn din?” a c'houlennas Scrooge.

“Me an hini eo!”

Flour ha plijus e oa e vouezh. Izel-eston evel pa ne vije ket bet stok outañ, met en diabell.

“Piv, ha petra oc'h?” a c'houlennas Scrooge.

“Me eo Tasmant an Nedeleg Tremenet.”

“Tremenet abaoe pell 'zo?” a c'houlennas Scrooge hag en doa merzet ne oa ket brasoc'h eget ur c'horr.

“N'eo ket. Eus ho Tremened deoc'h ez eus anv.”

Marteze, ma vije bet goulennet un displegadenn digantañ, ne vije ket bet Scrooge evit lavaret petra oa kaoz da se, met taget e oa gant ar c'hoant birvidik da welet ar Spered gant e gabell ha setu m'hen pedas da c'holeiñ e benn.

“Petra!” a estlammas an Tasmant, “c'hoant ho peus da lazhañ, gant ho taouarn douarel, ar sklêrijenn a skignan? N'eo ket a-walc'h deoc'h bezañ unan eus ar re o deus graet ar c'habell-mañ dre o stultennoù, hag am redi d'hen dougen war ma fenn, sanket don betek ma abrantoù, abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù!”

Gant doujañs e lavaras Scrooge ne felle ket dezhañ dismegañsiñ ar Spered ha n'en doa ket soñj da vezañ -- na pa vefe ur wech hepken en e vuhez -- plantet a-ratozh-kaer ar c'habell war e benn. Neuze e kredas goulenn outañ evit pe abeg e oa deut amañ.

“Evit ho mad!”

Scrooge a lavaras e oa anaoudek-bras, met ne voe ket evit mirout da soñjal e vije bet tizhet ar pal-se kalz suroc'h gant un nozvezhiad kousked didroc'h. Evit doare e oa bet klevet e soñj gant ar Spered, rak hemañ a lavaras kerkent:

“Evit ho taspren, neuze. Bezit war evezh!”

En ur gomz evel-se ez astennas e zorn nerzhus hag e krogas dousik en e vrec'h.

“Savit! ha kerzhit ganin!”

Aner e vije bet da Scrooge lavaret ne oa ket gwall blijus ober kerzhadennoù gant an amzer a rae, dreist-holl d'an eur-se; tomm e oa e wele ha diskennet e oa merk ar gwrezvuzulier pell dindan an derez mann; gwisket skañv e oa gant e gofignonoù, e sae-gambr hag e voned-noz, ha sifernet e oa ivez en deizioù-se. Daoust ma oa an dorn a groge ennañ ken flour ha hini ur vaouez, ne oa ket tu da herzel ouzh e wask. Sevel a reas, met pa welas ar Spered o vont war-du ar prenestr, e krogas en e sae gant un neuz aspedus.

“Un den marvel on,” a zisklêrias Scrooge, “ha techet da gouezhañ.”

“Lezit ma dorn da stekiñ ouzhoc'h amañ,” eme ar Spered en ur lakat e zorn war e galon “hag e voc'h harpet e plegennoù all c'hoazh!”

War ar c'homzoù-se e tremenjont o-daou dre ar voger hag en em gavjont war un hent e-kreiz ar maezioù, gant parkeier a bep tu. Steuziet krenn e oa kêr, ne chome roud ebet ken diouti. Ha ganti e oa steuziet ivez an deñvalijenn hag ar vrumenn rak un devezh-goañv sklaer ha yen a oa anezhi, gant erc'h war an douar.

“Ma Doue!” eme Scrooge en ur juntañ e zaouarn hag en ur sellet en-dro dezhañ. Savet on bet el lec'h-mañ. Bugel on bet amañ!”

Ar Spered a baras ur sell madelezhus warnañ. Kavout a rae d'an den kozh e sante c'hoazh gwask flour e zorn, daoust pegen skañv ha prim e oa bet. Klevet a rae en aer miliadoù a frondoù, pep hini anezhe liammet ouzh miliadoù a soñjoù, a esperañsoù, a joaioù, a brederioù, holl ankounaet pell, pell 'oa.

“Krenañ a ra ho muzell,” eme an Tasmant. “Ha petra zo war ho jod?”

Ne oa nemet ur gor, a valbouzas Scrooge war un ton digustum, leun a from; neuze e pedas an Tasmant d'e vleniañ d'al lec'h ma kare.

“Dalc'het ho peus soñj eus an hent?” a c'houlennas ar Spered.

“Dalc'het soñj!” a huchas Scrooge gant gred; “Hen heuliañ a c'hallfen gant daoulagad mouchet.”

“Iskis eo penaos ho peus gallet hen ankounaat e-pad kement a vloavezhioù!” eme an Tasmant. “Deomp war-raok.”

Kerzhout a rejont a-hed an hent ha Scrooge a c'hallas anavezout pep kloued, pep peul, pep gwezenn. A-benn ar fin e teuas war-wel, er pellder, ur vourc'hadenn vihan, gant he font, gant hec'h iliz ha gant he stêrig kildroennek. Ha neuze e weljont ur bagadig poneed hirvlevek o trotal davete, gant paotredigoù war o c'hein hag a c'halve paotredigoù all azezet e-barzh kariolennoù a-ziwar ar maez bleniet gant kouerien. Imoret-mat e oa an holl gañfarded hag an huchadennoù drant laosket gante a leunie ar maezioù ec'hon gant tonioù dudius, ken ma c'hoarzhe an aer fresk ouzh o c'hlevet.

“Ar re-mañ n'int nemet skeudoù eus an traoù a zo bet,” eme an Tasmant. “N'ouzont netra diouzhimp.”

Ar veajourien drant a zeuas tostoc'h, ha bep ma tostaent outañ e c'halle Scrooge o anavezout hag eñvoriñ anv pep hini anezhe. Perak e oa ken evurus ouzh o gwelet? perak e luc'he e zaoulagad ken yen ordinal, ha perak e tride e galon tra ma tremenent e-biou dezhañ? Perak en em santas leun a levenez p'o c'hlevas o hetiñ an eil d'egile un Nedeleg laouen en ur gimiadiñ er c'hroazhentoù hag e korn an hentoù-treuz a gase pep hini anezhe d'e gêr? Petra oa un Nedeleg laouen evit Scrooge? Foei war an Nedeleg laouen! Pe vad en doa graet dezhañ biskoazh?

“N'eo ket dilezet krenn ar skol,” eme an Tasmant. “Ur bugel digenvez, lezet a-gostez gant e vignoned, a zo c'hoazh enni.”

Scrooge a lavaras e ouie ervat. Hag e tifronkas.

Dilezet gante an hent bras evit tapout ur wenodenn ma oa c'hoazh bev-mat an eñvor anezhi, e tostajont buan ouzh ur savadur e brikennoù ruz-mouk dindan un doenn toget gant ur volz vihan, warni ur marc'h-avel hag enni ur c'hloc'h a-istribilh. Un ti bras ha frank e oa, met gwall-zegouezhioù oa tremenet warnañ, rak ar salioù ec'hon a oa koulz lavaret dizimplij; ar mogerioù a oa gleb ha kinviek, torret e oa ar prenestroù ha dismantret an dorioù.

Yer a oa o sklokal hag o skrabañ er c'hrevier; ar c'harrdioù hag ar skiberioù a oa goloet a c'heot. Hag e diabarzh an ti, ne chome ket muioc'h a roudoù eus e stad a-wechall, rak erruet en trepas teñval e taoljont ur sell er salioù ma oa digor o dorioù warne ha gwelet a rejont e oant annezet paour, yen ha divent. Blaz an douar a oa gant an aer ha war al lec'h e plave un aezhenn a zienez liammet ouzh ar voaz da zihuniñ ha da sevel re alies e skleur ar gouloù-rousin ha da zebriñ gwall nebeut.

An Tasmant ha Scrooge a dreuzas ar raksal hag a yeas betek un nor e tu a-dreñv an ti. Digeriñ a reas an nor en ur ziskoachañ ur sal hir, noazh ha trist, gant regennadoù bankoù ha taolioù-skol stummet gros hag a roe dezhi un neuz tristoc'h c'hoazh. Ouzh unan eus an taolioù-se, chomet aze e-unan-penn, e oa ur paotrig o lenn e-kichen un tan dister; teurel a reas Scrooge e bouez war ur bank hag e leñvas o welet ar paourkaezh bugel dilezet ma oa bet gwechall.

Ne oa heklev ebet en ti, kriadenn ebet laosket gant al logod o tiskrapañ a-drek al lambruskoù, takenn dour ebet o tiverañ eus duellenn ar feunteun hanter-skornet er porzh a-dreñv, banne avel ebet o sourrañ e-touez skourroù dizeliet ur wezenn-bubli reuzeudik, ne oa ket monedone aner dor ur sanailh goullo, nag an tan o strakal, nann, ne oa trouz ebet ha n'en dije ket aloubet kalon Scrooge gant un nerzh sederaus ha lezet e zaeroù da ziruilhañ aesoc'h.

Ar Spered a stokas ouzh e vrec'h hag a ziskouezas dezhañ e skeudenn yaouank o lenn a-zevri. A-daol-trumm en em blantas, en tu all d'ar prenestr, un den en ur gwiskamant estren, bev-mat ha sklaer da welet; ur vouc'hal a oa gantañ en e c'houriz ha kas a rae, war-bouez ur rañjenn, un azen o tougen ur samm koad war e gein.

“Alato! Setu Ali Baba amañ!” a estlammas Scrooge boemet. “Setu hon Ali Baba gozh ken mat! Ya, ya, e anaout a ran! Un devezh, da geñver Nedeleg end-eeun, pa oa bet laosket ar paourkaezh bugel e-unan-penn amañ, e teuas evit ar wech kentañ, dres evel-se. Paourkaezh paotrig! Ha Valentin,” eme Scrooge, “hag e ouezad a vreur, Orson; setu-int ivez!

Ha pe anv eo hennezh, an hini a voe douget hanter-wisket, e-pad e gousk, betek Dor Damas; n'hen gwelit ket! Ha paotr-marchosi ar Sultan pennbouzellet gant an Arc'houereed; setu-eñ aze gant e benn en traoñ! Mat zo graet dezhañ. Laouen on. Ha ret e oa dezhañ dimeziñ gant ar Priñsez?”

Klevet Scrooge o tispakañ gredus ar santadoù don a ziwane ennañ dirak seurt darvoudoù, gant ur vouezh sebezus etre c'hoarzhin ha leñvañ, ha gwelet e zremm digor ha birvidik, a vije bet, e gwirionez, ur souezh bras evit ar re a gustume ober aferioù gantañ er City.

“Setu ar peroked!” a huchas Scrooge. “Korf glas-gwer ha lost melen, gant un dra bennak heñvel ouzh ul letuzenn war gern e benn; aze emañ-eñ. Paourkaezh Robin Crusoe, a lavaras dezhañ pa zistroas d'ar gêr goude bezañ graet tro an enezenn en ur vag. 'Paourkaezh Robin Crusoe, e pelec'h out bet, Robin Crusoe?' Soñjal a rae an den e oa o huñvreal, padal ne oa ket. Ar peroked 'n hini oa, c'hwi oar. Ha setu Gwener o redek mar gouie war-du an ouf bihan! Oc'ho! Oc'holla! Hopala!”

Neuze, o reiñ d'e soñjoù ul lusk herrek ha na glote tamm ebet gant e dro-spered kustum, e lavaras, leun a druez ouzh ar bugel ma oa bet gwechall, “Paourkaezh paotrig!” hag e c'harmas adarre.

“Karout a rafen,” a valbouzas Scrooge en ur sankañ e zorn en e c'hodell hag en ur sellet-disellet en-dro dezhañ goude bezañ sec'het e zaoulagad gant e vilgin, “met re ziwezhat eo bremañ.

“Petra zo?” a c'houlennas ar Spered.

“Netra,” eme Scrooge. “Netra. Ur paotrig a oa o kanañ un Nouel dirak ma dor en noz all. Karout a rafen bezañ roet un dra bennak dezhañ: netra ken.”

Evel beuzet en e soñjoù a reas ar Spered ur mousc'hoarzh dezhañ en ur hejañ e zorn hag e lavaras: “Deomp da welet un Nedeleg all!”

War ar c'homzoù-se e teuas ar Scrooge a-wechall da vezañ brasoc'h, hag ar sal da vezañ un tammig teñvaloc'h ha lousoc'h. Ar panelloù a vihanaas, faoutoù a zeuas er prenestroù, drailhennoù plastr a gouezhas eus an terest hag ar plankennoù noazh a zeuas war-wel. Ne ouie ket Scrooge gwelloc'h egedoc'h petra oa kiriek da se; ne ouie nemet e oa reizh: c'hoarvezet e oa pep tra evel-se hag e oa-eñ aze, e-unan-penn adarre, tra ma oa aet ar baotred all d'ar gêr da dremen vakañsoù plijus.

Bremañ ne oa ket mui o lenn, met o pilpasat, e galon leun a zizesper. Sellet a reas Scrooge ouzh an Tasmant, hag en ur hejañ e benn gant tristidigezh e paras ur sell aonik war an nor.

Digeriñ a reas hag ur plac'hig, kalz yaouankoc'h eget ar paotr, a zilammas e-barzh, a skoulmas he divrec'h en-dro d'e c'houzoug, a bokas dezhañ meur a wech hag a reas he “breur karet” anezhañ.

“Deut on evit da gas en-dro d'ar gêr, ma breur karet!” eme ar plac'hig, daoubleget gant ar c'hoarzh, en ur stlakañ he daouarnigoù. “Evit da gas d'ar gêr, d'ar gêr, d'ar gêr!”

“D'ar gêr, Fan vihan?” a lavaras ar paotr.

“Ya!” eme ar plac'hig, barr he c'halon gant al levenez. “D'ar gêr, evit mat. D'ar gêr da vat ha da viken. Kalz jentiloc'h eo Tad bremañ, ha du-mañ er gêr emaomp evel er Baradoz! Ken flour en doa komzet ouzhin un nozvezh, pa oan o vont da gousket, ma n'em boa ket bet aon da c'houlenn outañ, ur wech ouzhpenn, hag-eñ e c'halljes distreiñ d'ar gêr. “Ya” en deus lâret, bez' e c'hallez dont d'ar gêr, ha ma c'haset en deus en ur c'harr evit mont d'az kerc'hat. Dizale e vi ur gwaz!” eme ar plac'hig en ur zigeriñ he daoulagad, “ha biken mui ne zistroi amañ; met da gentañ e vimp-ni asambles e-pad gouelioù an Nedeleg ha tremen a raimp hon amzer en un doare dispar.”

“Ur vaouez out dija, Fan vihan!” a estlammas ar paotr.

Stlakañ a reas he daouarn en ur c'hoarzhin hag e klaskas stekiñ ouzh e benn, met re vihan e oa; c'hoarzhin a reas adarre hag e savas war vegoù he zreid evit e vriata. Neuze, gant dibasianted ur bugel, e stagas d'e stlejañ war-du an nor, hag eñ a yeas d'he heul hep diegi.

Ur vouezh vraouac'hus a huchas er raksal “Degasit koufr Master Scrooge amañ en traoñ!” hag e teuas war-wel ar mestr-skol e-unan, e selloù balc'h ha pilpous paret war Master Scrooge hag a voe sanket en ur stad-spered truezus gant e stard-dorn. Neuze ez ambrougas Master Scrooge hag e c'hoar en ur sal-degemer yen-sklas evel ur puñs kozh, ken ma oa ar c'hartennoù douaroniezh ouzh ar voger, hag ar pellennoù oabl ha douar war barlenn ar prenestroù, evel sonnet gant ar riv. Amañ e tennas er-maez ur picherad gwin skañv-eston hag ur pezh gwastell bounner-eston hag e roas d'an dud yaouank o lod eus al lip-e-bav-se; war un dro e kemennas d'ur skribiton a servijer mont da ginnig “ur bannac'h bennak” d'ar paotr-karr hag hemañ a respontas e lâre trugarez d'an aotrou, met ma oa ur bannac'h eus ar gwin en doa tañvaet dija, e oa gwelloc'h gantañ tremen hep evañ. E-keit-se e oa bet staget koufr Master Scrooge war c'horre ar c'harr hag ar vugale, goude bezañ kimiadet a-c'hrad-vat diouzh ar mestr-skol, a bignas e-barzh ha dao en hent dre gorndroioù alez al liorzh; ar rodoù o ruilhal herrek a skube, evel poultrenn, ar frim hag an erc'h diwar delioù ar bodennoù chomet glas.

“Ur grouadurez kizidik eo bet a-viskoazh”, eme an Tasmant. “gweñvet e vije bet ken buan-all gant ur mouch-avel, met pebezh kalon vat a oa en he c'hreiz!”  

“Evel-se e oa,” a huchas Scrooge. “Ar wirionez zo ganeoc'h. Ne c'hallan ket lâret ar c'hontrol, Spered. Doue ra viro!”

“Mervel a reas dimezet ha bugale dezhi, war a gredan,” eme an Tasmant.

“Ur bugel hepken,” a eilgerias Scrooge.

“Gwir eo,” eme an Tasmant. “Ho niz!”

Scrooge, evit doare, a oa diaes e benn. Respont a reas berr-ha-berr: “Ya.”

A-vec'h dezhe bezañ kuitaet ar skol, e oant erru dija e monedone birvilhus ar straedoù en ur gêr leun a skeudoù tud o tremen-distremen hag a skeudoù kirri ha gweturioù o toullañ o hent e tousmac'h an tabutoù hag e turmud ur gêr wirion. Sklaer a-walc'h e oa, diouzh gwelet ar stalioù kempennet ha fichet, e oa adarre, amañ ivez, amzer an Nedeleg; met abardaez-noz a oa anezhi ha sklêrijennet e oa ar straedoù.

Chom a reas an Tasmant a-sav dirak dor ur sanailh ha goulenn a reas ouzh Scrooge daoust hag anavezout a rae al lec'h.

“Anavezout al lec'h-mañ!” eme Scrooge. “Amañ on bet deskard!”

Mont a rejont e-barzh. Ha pa welas un aotrou kozh gant ur boned stamm11 azezet ouzh un daol-skrivañ ken uhel ma vije aet e benn da stekiñ ouzh an terest ma vije bet-eñ daou veutad brasoc'h, e hopas Scrooge, entanet-holl:

“Petra, setu amañ Fezziwig kozh! Ra vezo benniget; setu Fezziwig deut bev en-dro!”

Lakat a reas Fezziwig e bluenn war an daol hag e taolas ur sell war an horolaj a oa o verkañ seizh eur. Hag eñ frotañ e zaouarn, ober un tamm kempenn d'e jiletenn ledan, c'hoarzhin a galon vat en ur hejañ e gorf a-bezh eus kern e benn betek sol e dreid ha huchal gant ur vouezh plijus, druz, don, leun ha laouen:

“Hopala, sell 'ta piv! Ebenezer! Dick!”

Ar Scrooge a-wechall, deut da baotr yaouank, a zeuas tre hardizh, asambles gant e gendeskard.

“Dick Wilkins, se zo sur!” eme Scrooge d'an Tasmant. “Ma Doue, ya. Eñ 'n hini eo. Ken stag e oa ouzhin, Dick. Paourkaezh Dick, Dick ker, ken ker!”

“Hopala, paotred!” eme Fezziwig. “Echu gant al labour evit hirie. Noz ar Pellgent, Dick. Nedeleg, Ebenezer! Serrit buan ar stalafioù, ken buan ha lâret chou d'ur yar12 ” a huchas Fezziwig kozh en ur stlakañ kreñv e zaouarn.

Ne voc'h ket evit krediñ penaos e sachas an daou baotr warni! Diouzhtu er-maez gant ar stalafioù -- unan, daou, tri -- laket kerkent en o flas -- pevar, pemp, c'hwec'h -- prennet ha sparlet -- seizh, eizh, nav -- hag en-dro a-raok m'ho pije gallet kontañ betek daouzek, dialanet evel kezeg-red.

“Dao!” a huchas Fezziwig kozh en ur ziskenn diwar e gador uhel en ul lamm ouesk-eston. “Diac'hubit ar sal, paotred, dimp da gaout lec'h a-walc'h amañ! Dao, Dick! Dillo, Ebenezer!”

Diac'hubiñ! Ne oa netra ha ne vije ket bet diac'hubet gante dirak daoulagad Fezziwig kozh. Goude ur vunutenn e oa echu an abadenn. Kement tra a c'halle bezañ douget a oa bet kaset kuit evel pa vije bet skarzhet da viken eus ar vuhez foran; skubet ha gwalc'het e oa bet al leur, kempennet ar c'hleuzeurioù, maget an tan, ha setu troet ar sanailh en ur sal-dañs ken klet, ken tomm ken sec'h, ken splann ha ma c'hallfec'h c'hoantaat en un nozvezh goañv.

Antren a reas ur rebeder gant e levr-sonerezh ha goude bezañ pignet war ar burev uhel troet da leur-seniñ gantañ e kendonias e rebed evel hanter-kant stomok o tiwaskañ poaniou. Antren a reas an itron Fezziwig, ur mousc'hoarzh ledan war he muzelloù. Antren a reas an teir Dimezell Fezziwig, hegarat ha karadek, heuliet gant ar c'hwec'h den yaouank a rae al lez dezhe hag a oa bet frailhet o c'halonoù gante. Antren a reas ar baotred hag ar merc'hed yaouank a laboure bemdez en ti-kenwerzh. Antren a reas ar vatezh, gant he c'henderv, ar baraer. Antren a reas ar geginerez gant mignon nesañ he breur, ar marc'hadour-laezh. Antren a reas ar paotr eus an tu all d'ar straed, ma veze lavaret diwar e benn e oa treut ar peuriñ gantañ e ti e vestr; klask a rae en em guzhat a-drek ar plac'h eus an ti 'kichen ma ouied, hep mar ebet, diwar he fenn e oa bet sachet war he divskouarn gant he mestrez. Antren a rejont holl, an eil re war-lerc'h ar re all; darn war o lent, darn hardizh, darn mibin o zroad, darn gant kammedoù dizampart, darn bount-divount, darn sach-disach; antren a rejont holl, n'eus forzh penaos, e doare pe zoare. Mont kuit a rejont holl, ugent koublad war un dro; hag int dorn-ha-dorn d'ober un hanter-dro hag unan all war an tu all, ha da freuziñ ar chadennad, ha d'en em strollañ adarre; ar c'houblad-blenier kozh o treiñ bepred er poent fall, ar c'houblad-blenier nevez o stagañ ganti diouzhtu, kerkent hag erruet; ha setu holl anezhe deut da vezañ koubladoù-blenier evit echuiñ ha hini ebet a-dreñv evit o skoazellañ! War-se, e huchas Fezziwig kozh “Graet mat!” en ur stlakañ e zaouarn evit lakat an dañserien da chom a-sav, hag ar rebeder a splujas e fas tommet en ur podad bier pourvezet a-ratozh evit se. Ne deurvezas ket, avat, ober un tamm diskuizh ha pa ziskouezas adarre e fri, e stagas diouzhtu da seniñ daoust ma ne oa ket c'hoazh a zañserien, evel pa vije bet douget ar rebeder all d'ar gêr, skuizh-divi war ur stalaf, ha pa vije-eñ ur soner nevez, mennet-start d'e zistroadañ pe da vervel.

Bez' e voe c'hoazh dañsoù all, c'hoarioù a-stroll, hag adarre dañsoù, ha servijet e voe gwastilli, podadoù negus13 ur pikol pezhiad kig-rost yen, ur pikol pezhiad kig-poazh yen, pastezioù kig miñset ha bier sof-kont. Met ar pep kaerañ eus ar fest a zeuas goude ar c'hig-rost hag ar c'hig-poazh, p'en em lakas ar rebeder (ul louarn fin, m'hen lâr deoc'h, ur mailh war e vicher ha n'en doa netra da zeskiñ na diganeoc'h na diganin!) da seniñ “Sir Roger de Coverley”. Neuze e savas Fezziwig kozh evit dañsal gant an itron Fezziwig. Ar c'houblad-blenier a voe anezhe, hag ur pezh krogad labour tenn a oa ouzh o gortoz: tri, pevar, pe ugent koublad tud ha ne oa ket brav ober goap oute, tud a felle dezhe dañsal ha neket bale.

Ha pa vijent bet div wech niverusoc'h -- pe peder gwech zoken, e vije deut Fezziwig kozh a-benn dioute, hag an itron Fezziwig ivez. Dellezek e oa-hi da vezañ e barez e kement ster a zo gant ar ger. Ha ma n'eo ket bet meulet uhel a-walc'h gant ar ger-se, lavarit din ur ger uheloc'h hag e rin gantañ. Ur sklêrijenn splann a seblante sevel eus kofoù-divhar Fezziwig. Skediñ a raent e pep lec'h eus ar sal-dañs evel div loar. E koulz ebet ne vijec'h bet evit rakwelet petra e vijent deut da vezañ diouzhtu goude. Ha pa oa bet graet gant Fezziwig kozh hag e Itron holl fiñvoù an dañs: war-raok ha war-gil, dorn-ha-dorn dañser ha dañserez, stouadenn, tortigellañ, neudennañ an nadoz, hag en-dro d'o flas, e reas Fezziwig skolpadoù en ur lammat ken mibin ma seblante gwignal gant e zivhar, hag e teuas en-dro war e dreid hep horjellañ.

Pa sonas an horolaj unnek eur, ez echuas an abadenn goroll. An aotrou hag an itron Fezziwig en em blantas a bep tu d'an nor, hag a hetas un Nedeleg laouen da bep hini gant ur stard-dorn. Pa voe aet an holl, nemet an daou zeskard, e kimiadjont dioute en hevelep doare; neuze e varvas tamm-ha-tamm trouz ar mouezhioù lirzhin, ha mont a reas ar baotred d'o gweleoù hag a oa dindan ur c'hontouer er stal-adreñv.

E-pad an holl amzer-se e oa bet emzalc'h Scrooge hini un den aet e benn digantañ. E galon hag e ene a oa aet tre en arvest, ha gant ar Scrooge a-wechall. Anavezout a rae pep tra, koun en doa eus pep tra, laouen e oa gant pep tra, ha dalc'het e oa gant ur birvilh iskis. N'eo nemet pa voe steuziet dremmoù lirzhin ar Scrooge a-wechall ha hini Dick, ma teuas soñj dezhañ eus an Tasmant ha ma verzas e oa hemañ o sellet pizh outañ, tra ma oa ar sklêrijenn a-us d'e benn en he splannañ.

 

“Gant nebeut a dra,” eme an Tasmant, “e c'haller lakat an dudigoù sot-se leun a anaoudegezh-vat.

“Nebeut a dra!” a heklevas Scrooge.

Ar Spered a reas sin dezhañ da selaou an daou zeskard o kanañ meuleudioù Fezziwig eus kreiz o c'halon, hag a lavaras p'en doa selaouet:

“Petra! Ha n'eo ket nebeut a dra? N'en deus dispennet nemet un nebeud lurioù eus hoc'h arc'hant douarel. Daoust ha trawalc'h eo evit bezañ dellezek eus kement a veuleudioù?”

“N'eo ket se,” eme Scrooge feuket en ur gomz, hep gouzout dezhañ, evel ar Scrooge a-wechall ha n'eo ket evel an hini a-vremañ. “N'eo ket se, Spered. Ar galloud zo gantañ d'hon lakat evurus pe wallevurus, da aesaat pe da ziaesaat hon labour, d'ober dioutañ ur blijadur pe un trevell. En em ziskouez a ra e c'halloud en e gomzoù hag en e selloù, e traoù ken dister ha ken dibad ma ne c'haller ket ober ar gont anezhe: met petra a ra? Ken bras eo an evurusted a oar reiñ, ma soñjer he deus koustet ker-ruz.” Santout a reas sell ar Spered paret warnañ, hag e tavas.

“Petra zo ganeoc'h?” a c'houlennas ar Spered.

“Netra resis,” eme Scrooge.

“Un dra bennak zo, a soñj din,” a zalc'has ar Spered.

“N'eus ket” eme Scrooge. “Nann. Karout a rafen bezañ gouest da lâret bremañ ur ger pe zaou d'am c'homis. Setu holl.”

Pa ziskulias ar c'hoant-se, e oa ar Scrooge a-wechall o lazhañ ar gouleier; ha setu m'en em gavas Scrooge hag ar Spered kichen-ha-kichen, er-maez.

“Nebeut a amzer a chom ganin,” a lavaras ar Spered. “Buan!”

N'en doa ket lavaret kement-se da Scrooge, na da unan bennak a c'halle gwelet, met e gomzoù a reas diouzhtu o efed, rak adarre e welas Scrooge e skeudenn a-wechall. Koshoc'h e oa en dro-mañ, un den e bleuñv e yaouankiz. E zremm ne oa ket c'hoazh rust ha garv evel ma oa er bloavezhioù diwezhañ, met krog e oa da zougen merkoù ar preder hag ar bizhoni. En e lagad e oa ur skleur c'hoantek, lontek, turmudus hag a ziskoueze peseurt froudenn oa o paouez gwrizienniñ ennañ, hag e pelec'h e kouezhje skeud ar wezenn o kreskiñ.

Ne oa ket e-unan-penn; azezet e oa e-kichen ur plac'h yaouank koant gwisket e kañv; en he daoulagad e oa daeroù o lintrañ dindan ar sklêrijenn distaolet gant Tasmant an Nedeleg Tremenet.

“Ne vern ket kalz,” emezi dousik. “Ne vern ket kalz deoc'h. Un idol all en deus kemeret ma flas; ma c'hall ho laouenaat hag ho frealziñ diwezhatoc'h evel m'em bije-me klasket ober, n'em eus abeg ebet da glemm.”

“Pe idol en deus kemeret ho plas?” a eilgerias.

“Al Leue Aour.”

“Setu amañ doareoù reizh ar bed!” emezañ. “Ouzh netra n'en em ziskouez ken garv hag ouzh ar baourentez, ha n'eus netra a vez barnet ken kriz gantañ hag ar strivoù graet evit dastum madoù!”

“Re a aon ho peus rak ar bed,” a respontas-hi dousik. “Ho holl esperañsoù all zo bet beuzet gant an esperañs da dreiñ diwarnoc'h e rebechoù displet. Gwelet em eus ho mennadoù uhel o kouezhañ hini ha hini, hag a-benn ar fin oc'h bet lonket gant ho prasañ froudenn: ar Gounid. N'eo ket gwir?”

“Petra zo?” emezañ. “Goude ma'z on deut da vezañ kalz furoc'h gant an oad, petra zo? N'on ket cheñchet en ho keñver.”

Un hej a reas d'he fenn.

“Cheñchet on?”

“Kozh eo hor promesa. Graet e oa bet pa oamp paour hon-daou ha laouen gant hor buhez, da c'hortoz an amzer ma c'halljemp gwellaat hor stad dre hon oberiantiz dalc'hus. Cheñchet oc'h. Pa voe graet hor promesa e oac'h un den all.”

“Ur bugel e oan,” emezañ, dibasiant.

“Santout a rit hoc'h-unan ne oac'h ket neuze evel ma'z oc'h bremañ,” emezi. “Me zo chomet evel ma oan. Ar pezh a ziougane dimp evurusted pa dalme hon div galon a-unan, a zegas poanioù dimp bremañ, pa dalm pep kalon diouzh he zu. Ne lavarin ket pegen alies na gant pebezh doan em eus soñjet en dra-se. Trawalc'h eo din lavaret em eus soñjet en dra-se hag e c'hellan ho tiliammañ diouzh ho promesa.”

“Ha goulennet em eus biskoazh bezañ diliammet?”

“Dre gomzoù? Nann. Morse.”

“E pe zoare, neuze?”

“Dre cheñchamantoù en ho natur, en ho spered, en aergelc'h ho puhez, en hoc'h esperañsoù. E kement tra a rae d'am c'harantez bezañ talvoudus evidoc'h. Ma ne vije bet morse tra ebet etrezomp,” a lavaras ar plac'h en ur deurel warnañ ur sell dous ha don “daoust ha klask a rafec'h bremañ gounit ma c'harantez? O nann, ne rafec'h ket!”

Seblantout a reas prest da anzav, en desped dezhañ, e oa ar wirionez ganti. Met lavaret a reas, gant kalz a boan: “N'eo ket ar pezh a soñjit.”

“Laouen e vefen ma c'hallfen soñjal a-hend-all,” a respontas-hi, “Doue oar! Pa'z on deut a-benn da anavezout ur Wirionez evel honnezh, e ouzon mat pegen start ha divrall e tle bezañ. Met ma vefec'h dieub hirie, warc'hoazh, dec'h, daoust hag e c'hallfen krediñ e tibabfec'h da bried ur plac'h hep argouroù -- c'hwi hag a varn pep tra gant muzul ar Gounid, zoken en ho tarempredoù tostañ. Ha ma vefec'h gouest, evit he dibab, da ankouaat ar ger-stur a ren ho puhez, daoust ha ne ouzon ket e savfe deoc'h, a-dra-sur, keuz ha kerse war-lerc'h? Hen gouzout a ran hag ho tiliammañ a ran diouzh ho promesa. A-greiz ma c'halon, dre garantez ouzh an den ma oac'h un amzer zo bet.

O vont da eilgeriañ e oa, met hi, en ur zistreiñ he fenn diwarnañ, a lavaras:

“Marteze -- un tamm spi am eus pa soñjan en hon amzer dremenet -- e vo kerse ganeoc'h. E-pad ur par berr, berr-tre, rak neuze e skarzhoc'h laouen diwar ho spered an eñvor eus an amzer-se, evel un huñvre didalvoud ma kavoc'h gras bezañ dihunet diouti.”

E guitaat a reas, ha dispartiet e voent an eil diouzh egile.

“Spered!” eme Scrooge, “na ziskouezit din tra ebet ken! Ma c'hasit d'ar gêr. Pebezh plijadur a gavit ouzh ma boureviañ?”

“Ur skeud c'hoazh!” a huchas an Tasmant.

“Trawalc'h!” a grias Scroge. “Trawalc'h. Ne fell ket din gwelet muioc'h, na ziskouezit din tra ebet ken!”

Met an Tasmant didruez a grogas ennañ a-dro-vriad hag e rediañ a reas da arvestiñ ouzh ar pezh a c'hoarvezas neuze.

En ul lec'h all e oant, en ur sal ha na oa nag ec'hon na kaer-meurbet, met klet ha bourrus. En he c'hoazez e-kichen an tan, e oa ur gaer a blac'h yaouank ken heñvel ouzh an hini en doa gwelet a-raok ma kredas da Scrooge e oa an hevelep plac'h, betek ma welas an hini gentañ, deut da vezañ ur wreg sichant, azezet a-dal d'he merc'h. Bouzarus e oa an trouz er sal-se, rak enni e oa kement a vugale ma ne vije ket bet Scrooge, gant an trubuilhet ma oa e spered, evit ober ar gont anezhe; hag er c'hontrol eus ar bagad brudet gant ur varzhoneg hag a ra anv eus daou-ugent o'n em ren evel unan, en em rene amañ pep bugel evel daou-ugent.14 An disoc'h a oa un tousmac'h dreist-kredenn, met den ebet ne seblante ober van; er c'hontrol, ar vamm hag ar verc'h a c'hoarzhe a-greiz kalon hag a gemere kalz plijadur; ha pa grogas ar plac'h yaouank d'en em veskañ er c'hoarioù e voe laket didruez an arigrap warni gant ar riblerien vihan. Petra n'em bije ket roet evit bezañ unan anezhe! Daoust ma ne vijen ket gouest da vezañ ken rust, nann, biken! Evit holl deñzorioù ar bed a-bezh, n'em bije fuilhet ar blev plañsonet-se na sachet warne; hag ar votezig prizius-se, n'em bije ket he diframmet diganti, Doue da ziwallo ma ene! na pa vije bet evit saveteiñ ma buhez. Morse n'em bije kredet, evel ar frioù mirc'hiek-se, muzuliañ tro he dargreiz dre c'hoari, gant aon e vije chomet ma brec'h kromm, d'am c'hastizañ, ha tu ebet din d'he digrommañ biken. Ha koulskoude em bije bet c'hoant, hen anzav a ran, da flourañ he muzelloù, d'ober goulennoù outi evit reiñ tro dezhi d'o digeriñ, da sellet ouzh malgudennoù he daoulagad damserret hep he lakat da ruziañ, da zispakañ rodelloù he blev ma vije bet an disterañ bouchadig anezhe un eñvorenn dreist-priz: e berr gomzoù, c'hoant am bije bet da dañva ar frankiz aotreet d'ur bugel ha, war un dro, da vezañ gwaz a-walc'h evit prizout he zalvoudegezh.

Met klevet e voe skeiñ ouzh an nor ha setu ma savas kement a vesk m'en em gavas ar plac'h yaouank, gant he dremm joaius hag he sae joget, bountet e-kreiz ur vandennad diroll ha trouzus, e koulz evit saludiñ an tad o tistreiñ d'ar gêr e kompagnunezh un den sammet a c'hoarielloù hag a brofoù Nedeleg. Na pebezh youc'h, pebezh stourm ha pebezh arsailh war an douger dizifenn! Pignet e voe outañ gant kadorioù o servijout da skeulioù evit furchal en e c'hodelloù, e zibourc'hañ eus e bakadoù goloet a baper-gell, e zerc'hel war-bouez e gravatenn, en em strinkañ ouzh e c'houzoug, taboulinañ war e gein ha skeiñ taolioù-troad ouzh e zivhar evit diavaeziñ ur garantez diharzus! Ha youc'hadennoù a estlamm hag a levenez pa voe freuzet ar paper a c'holoe pep pakad. Neuze, ar c'heloù skrijus e oa bet tapet ar babig o vountañ ur balarenn-verc'hodenn en e c'henoù hag e oa abegoù mat da grediñ en doa lonket ur c'hilhog-Indez-c'hoariell peget war ur plad koad! Ha pebezh disamm pa voe anat d'an holl e oa bet muioc'h a spont eget a zroug! Pebezh levenez, anaoudegezh-vat hag entan! Didaolennus e oa an arvest. Trawalc'h e vo neuze gouzout e kerzhas ar vugale a-hiniennoù, leun a from c'hoazh, e-maez ar sal hag e krapjont pazenn-ha-pazenn gant an diri betek krec'h an ti evit mont d'o gweleoù ha chom enne.

Neuze e sellas Scrooge gant muioc'h a evezh eget biskoazh pa welas mestr an ti, e verc'h harpet karantezus outañ, o vont da azezañ ganti ha gant he mamm e korn o oaled; ha pa soñjas e c'hallje ur grouadurez all, ken koant ha ken leun a esperañsoù bezañ graet he zad anezhañ, ha bezañ ur vleunienn nevezamzer e goañv dizudi e vuhez, e teñvalaas e zaoulagad.

“Belle,” eme an ozhac'h en ur dreiñ war-du e wreg gant ur mousc'hoarzh, “Gwelet em eus ur mignon kozh deoc'h en enderv-mañ.”

“Ha piv?”

“Divinit 'ta”

“Penaos e c'hallfen? Met marteze e ouzon?” a ouzhpennas-hi diouzhtu en ur c'hoarzhin evel ma c'hoarzhe-eñ. “An aotrou Scrooge.”

“An aotrou Scrooge e oa. Tremenet on e-biou da brenestr e vurev; ne oa ket mouchet hag ur c'houlaouenn a oa gantañ en diabarzh, rak-se n'on ket bet evit mirout d'e welet. E geveler zo war e dremenvan, hervez am eus klevet; ha setu ma oa-eñ aze e-unan-penn, hep na kar na par war an douar, hervez ma kredan.”

“Spered!” eme Scrooge gant ur vouezh torret, “ma c'hasit kuit alese.”

“Lavaret em boa deoc'h ho pije gwelet skeudoù eus an traoù a zo bet,” eme an Tasmant. “Ma'z int evel ma'z int, n'eo ket me a zo da damall!”

“Ma c'hasit kuit!” a hopas Scrooge, “N'on ket evit gouzañv muioc'h!”

Treiñ a reas war-du an Tasmant, ha pa welas hemañ o sellet outañ gant un dremm ma oa mesket enni, en un doare iskis, linennoù an holl dremmoù a oa bet diskouezet dezhañ betek-henn, e klaskas en em gannañ gantañ.

“Laoskit-me! Ma c'hasit kuit. Paouezit d'am heuliañ!”

E-kreiz an emgann, kement ha ma c'haller komz eus emgann rak daoust ma ne oa ket doare warnañ da herzel ouzh arsailhoù e eneber e chome an Tasmant divrall, e welas Scrooge ar sklêrijenn o skediñ en he holl splannder; hag o soñjal e oa kement-se efed al levezon en doa an Tastmant warnañ, e tapas krog er c'habell-mouger-tan ha, gant ur jestr prim, e pouezas warnañ evit hen sankañ war e benn.

Ar Spered a zisac'has ha goloet e voe penn-da-benn gant ar mouger-tan; met kaer en devoe Scrooge pouezañ warnañ gant e holl nerzh, ne c'hallas ket mirout ouzh ar sklêrijenn da flistrañ dre zindan erien ar c'habell ha da aloubiñ al leur-di.

En em santout a rae skuizh-marv ha dic'houest da stourm ouzh ur c'hoant-kousket didrec'hus, ha gouzout a rae mat e oa en e gambr-kousket. Ur wech c'hoazh e pouezas war ar mouger-tan hag e zorn a ziskrogas dioutañ; a-vec'h m'en doe amzer d'en em deurel war e wele ma kouezhas en ur c'housk pounner.

 




TREDE POZ: AN EIL EUS AN TRI SPERED

Dihunet e-kreiz ur mell roc'hadenn drouzus e savas Scrooge en e goazez war e wele evit kendastum e soñjoù, hep ma vije bet ret lavaret dezhañ e oa ar c'hloc'h o vont da seniñ taol un eur. Kompren a reas e oa bet dihunet e koulz evit divizout gant an eil kannad bet kaset dezhañ dre hanterouriezh Jacob Marley. Met santout a reas ur gridienn sklas displijus o redek drezañ pa grogas d'en em c'houlenn pe rideoz a vije sachet gant an tasmant nevez, ha setu ma sachas e-unan an holl rideozioù gant e zaouarn; deut adarre en e c'hourvez en em lakas da sellet-disellet en-dro d'e wele, rak c'hoant en doa da dalañ ouzh ar Spered kerkent ha ma teuje war-wel ha ne felle ket dezhañ bezañ tapet dre sourpren ha laket diaes.

Tud skañv ha dibreder hag a oar fougeal da anavezout doareoù ar bed ha da vezañ prest, e pep mare, da dalañ ouzh an darvoudoù, a gustum diavaeziñ o mennozhioù avanturus en ur zisklêriañ ez int mat da bep tra, koulz da c'hoari pil-pe-groaz ha da lazhañ un den; hag etre an daou boent-se ez eus, hep mar ebet, ur steudad hir a gefridioù diouzh o galloud. Hep krediñ lavaret e vije aet Scrooge ken pell ganti, e c'hallan koulskoude lavaret deoc'h e oa prest da dalañ ouzh un niver mat a weledigezhioù iskis ha ne vije ket bet souezhet-bras o welet n'eus forzh pe seurt tra, etre ur poupig hag ur frikorneg.

Met evitañ da vezañ engortoz eus pep tra pe dost, ne oa e nep doare engortoz da welet netra; rak-se, pa voe sonet taol un eur gant ar c'hloc'h hep ma teuje stumm ebet d'en em ziskouez, e krogas da grenañ evel ur barr-delioù. Pemp munutenn, dek munutenn, ur c'hardeur a dremenas, ha ne zeuas netra. E-pad an holl amzer-se e chomas gourvezet war e wele, e kreizig-kreiz ur sklêrijenn damruz dic'hlannet warnañ pa oa ar c'hloc'h o skeiñ an eur; hag ar sklêrijenn-se a zegase dezhañ muioc'h a anken eget un dousennad tasmantoù rak o vezañ ne oa anezhi nemet sklêrijenn, ne c'halle ket kompren petra a dalveze na petra a oa o vont d'ober; hag a-wechoù e teue aon dezhañ d'en em gavout en un enkadenn souezhus ha da vezañ o leskiñ drezañ e-unan, hep kaout ar frealz d'hen gouzout. A-benn ar fin, avat, e krogas da soñjal -- evel m'am bije-me, pe m'ho pije-c'hwi soñjet da gentañ, rak ar re n'int ket tapet en un afer a oar bepred petra a vije bet d'ober ha petra o dije graet hep mar ebet -- a-benn ar fin, a lavaran, e krogas da soñjal e c'hallje andon ar sklêrijenn dasmantel-se bezañ er gambr 'kichen rak he bannoù a seblante dont alese. Gounezet gant ar mennozh-se e savas goustadik eus e wele ha war solioù e gofignonoù en em silas betek an nor.

Dres d'an ampoent ma oa Scrooge o lakat e zorn war al loked, e voe galvet dre e anv gant ur vouezh iskis hag a lavaras dezhañ dont tre. Sentiñ a reas.

En e sal dezhañ e oa, hep mar ebet. Met ur souezh e oa gwelet ar cheñchamant a oa deut enni. Ar glazur fresk ispilhet ouzh ar mogerioù hag an terest he lake da vezañ re-bar d'ur c'hoadig gwirion gant bouloùigoù lufrus o lintrañ e pep lec'h. Delioù reut ar c'helenn, an uhelvarr hag an iliav a zistaole ar sklêrijenn evel melezourioù bihan strewet amañ hag ahont; hag er siminal e save fraoñvadennoù ur pezh tan-flamm a seurt na oa bet anavezet biskoazh gant mein yen ha trist an oaled en amzer Scrooge ha Marley, pe e-pad ar goañvezhioù tremenet da heul. Berniet war al leur-di e doare da stummañ un tron, e oa kilheien-Indez, gwazi, jiboez, yer, fourmaj-kig, kig rostet, moc'h-denañ, chapeledadoù silzig, pastezioù kig miñset, kouignoù-prun, barilhadoù istr, kistin kraz ha tomm-berv, avaloù ruz-livrin, aouravaloù leun a chug, per saourus, pikol gwestell ar Rouaned ha bolennadoù punch tomm-berv ma save dioute un aezhenn frondus hag a deñvalae ar sal. Azezet en e aez war ar sofa, e oa ur Ramz laouen e barr e splannder o tougen ur flammerenn enaouet, heñvel a-walc'h dre he stumm ouzh ur c'horn a builhentez; he derc'hel a rae uhel-uhel, evit skignañ he sklêrijenn war Scrooge hag a oa o silañ un taol-lagad dre wask an nor.

“Deuit e-barzh!” a huchas an Tasmant. “Deuit e-barzh! ha grit anaoudegezh ganin, ma den mat!”

Antren a reas Scrooge war e lent hag e stouas e benn dirak ar Spered. Ne oa ket mui ar Scrooge tagnous ma oa bet, ha daoust ma oa daoulagad ar Spered sklaer ha madelezhus, n'en doa ket c'hoant da gejañ oute gant e selloù.

“Me eo Tasmant an Nedeleg a-vremañ,” eme ar Spered. Sellit ouzhin!”

Gant doujañs e sellas Scrooge outañ. Gwisket e oa gant ur robenn pe ur vantell liv glas-gwer bevennet gant foulinennoù gwenn. Ken laosk e oa e zilhad en-dro d'e gorf ma oa chomet noazh e vruched ledan, evel pa n'en dije ket teurvezet bezañ diwallet pe skoachet gant un tamm danvez. Noazh a oa ivez e dreid hag a zeue war-wel dindan plegoù ledan e wiskamant ha war e benn ne zouge nemet ur gurunenn graet gant skoultroù kelenn strewet a hinkinoù-skorn. Rodelloù e vlev gell-du a oa hir ha dispak-kaer; ha kaer e oa ivez e zremm sichant, e zaoulagad lugernus, e zorn digor, e vouezh drant, e emzalc'h diardoù hag e neuz laouen. Ouzh e c'houriz e oa ur gouin a c'hiz kozh, met krignet e oa gant ar mergl, ha ne oa kleze ebet ennañ.

 

“Biskoazh n'ho peus gwelet unan par din!” a huchas ar Spered.

“Biskoazh,” a respontas Scrooge dezhañ.

“N'oc'h bet morse o foetañ hent gant izili yaouankañ ma familh; me fell din lâret (rak yaouank-flamm on) gant ma breudeur goshañ bet ganet er bloavezhioù diwezhañ-mañ?” a gendalc'has an Tasmant.

“Nann, ne gredan ket,” eme Scrooge. “N'on ket bet gante, 'm eus aon. Kalz a vreudeur ho peus bet, Spered?”

“Ouzhpenn triwec'h kant,” eme ar Spered.

“Ur familh diaes-spontus da bourvezañ!” a hiboudas Scrooge.

Spered an Nedeleg a-vremañ a yeas en e sav.

“Spered,” eme Scrooge uhel e vouezh, “ma c'hasit da lec'h ma karit. En noz all on bet kerc'het en desped din ha desket em eus ur gentel hag a zoug bremañ frouezh. M'ho peus en noz-mañ un dra bennak da zeskiñ din, roit din ur gentel.”

“Stokit ouzh ma robenn!”

Ober a reas Scrooge ar pezh a oa bet lavaret dezhañ hag e krogas start er robenn.

Kelenn, uhelvarr, bouloùigoù ruz, iliav, kilhien-Indez, gwazi, jiboez, yer, fourmaj-kig, kig rostet, moc'h-denañ, silzig, pastezioù, kouignoù ha punch, pep tra a steuzias war un taol. Evel-se e steuzias ivez ar sal, an tan, ar skleur damruz, an noz hec'h-unan ha setu-int e straedoù kêr da veure Nedeleg, 'lec'h ma rae an dud (kriz e oa an amzer) un doare sonadeg rust a-walc'h, met bev-buhezek ha tamm ebet displijus, dre skarzhañ an erc'h diwar ar pavez e-tal o dorioù hag eus toennoù o ziez; na pebezh plijadur evit ar voused gwelet disac'hadennoù erc'h o tifaragoellañ d'an traoñ hag oc'h en em rannañ e koumoulennadoù poultr gwenn hag a darzhe en aer evel barradoù erc'h bihan.

Talbennoù an tiez a seblante du a-walc'h, hag ar prenestroù duoc'h c'hoazh, dreist-holl e-kichen an toennoù gwenn-kann hag ar gwiskad erc'h lousoc'h a c'holoe an douar hag a oa bet soc'hellet gant rodoù pounner ar c'hirri o doa treset ennañ irvi don. Hag an irvi-se en em groazie hag adkroazie kant ha kant gwech e-lec'h ma tiforc'he ar straedoù pennañ en ur stummañ ruzelennoù luziet ma oa diaes kavout an tres anezhe er pri melen hag en dour-skorn. Teñval e oa an oabl ha beuzet e oa ar berrañ straedoù en ul latar divoull, hanter-deuzet, hanter-skornet, ma oa an elfennoù pounnerañ anezhañ o kouezhañ en ur gaouad tammoùigoù huzil, evel pa vije bet kroget an tan en holl siminalioù Breizh-Veur hag a oa bremañ o tilastezañ o c'halonoù holl asembles. Ne oa netra joaius, nag e kêr na gant an amzer, ha koulskoude e rene dre-holl un aergelc'h a levenez ha na vije ket bet krouet en hañv gant aezhenn skañvañ an avel na gant bannoù splannañ an heol.

Rak an dud a oa o skubañ an erc'h diwar an toennoù a oa seder ha leun a joa; en em c'hervel a raent an eil egile diwar ar rizennoù ha gwech an amzer e taolent, dre fent, bouloù-erc'h an eil ouzh egile -- bannadelloù hag a rae nebeutoc'h a zroug eget meur a gomz distaget dre fent -- ha c'hoarzhin a raent laouen pa veze tizhet ar pal ha ken laouen-all pa'z ae an taol e-biou. Stalioù ar varc'hadourien yer a oa damzigor c'hoazh ha stalioù ar varc'hadourien frouezh a splanne en o gloar. Bez' e oa blokadoù kistin e-barzh paneroù ront, kofek evel podoù ha frank evel jiletennoù riboulerien gozh; pladorennet e oant dirak an dorioù ha dare da gouezhañ a-benn-bouzell war ar straed, diskaret gant re a builhentez evel gant un taol-gwad. Bez' e oa blokadoù ognon eus bro-Spagn, damruz, rous-gell, kofet-ledan, o vragal en o c'huilhder evel menec'h spagnolat hag oc'h ober, diwar o lañsedoù, gwilc'hadennoù dichek d'ar merc'hed yaouank a dremene e-biou d'ar stal en ur sellet a-gorn ouzh an uhelvarr istribilhet a-dorkadoù. Bez' e oa per hag avaloù, berniet uhel e stumm piramidennoù bleunius; bez' e oa blokadoù rezin istribilhet, dre vadelezh ar vac'hadourien, ouzh melloù krogoù, evit lakat genoù an dremenidi da zizourenniñ digoust; bez' e oa bernioù kraoñ-kelvez kinviek ha rous ma save dioute ur frond hag a zegase soñj eus pourmenadennoù graet gwechall dre ar c'hoajoù, an treid sanket don e-touez an delioù kras; bez' e oa avaloù eus Norfolk, pladet ha ruz-mouk, o reiñ muioc'h a don da liv melen-flamm an aouravaloù hag ar suravaloù, hag o pediñ hag aspediñ, en o c'horfoù fetis ha chugonus, da vezañ douget d'ar gêr e seier-paper ha debret goude koan. Betek ar pesked-aour hag ar pesked-arc'hant, laket war ziskouez e-touez an dibab frouezh-se en ul lestrig-gwer, evite da vezañ eus ur ouenn vouc'h, hep gwad bev enne, a seblante kompren e oa un dra bennak o c'hoarvezout, hag a oa o neuial dibaouez tro-dro d'o bedig ront hag o virvilhañ goustad hag hep entan.

Ar stalioù ispiserezh! O! ar stalioù ispiserezh! damserret, marteze gant ur stalaf pe zaou diskennet; met pebezh arvest dre ar faoutoù! Ne oa ket hepken abalamour d'an trouz laouen graet gant ar pouezerezioù o tiskenn war an daol-gont, na d'an trouz sec'h graet gant an tammoù fisel troc'het trumm diouzh ar rollad, pe da stirlink ar bidonioù kaset-digaset krec'h ha traoñ evel dre sigoterezh, pe c'hoazh dre ma oa frondoù mesket an te hag ar c'hafe un drugar d'ar fronelloù, ar rezin-sec'h ken fonnus ha ken prizius, an alamandez ken gwenn, ar bazhigoù kanell ken hir ha ken eeun, ar spisoù all ken saourus, ar frouezh koñfiset ken lufrus dindan o gwiskad sukr teuzet evel p'o dije c'hoant da lakat ar saverien-o-fri re glouar da gaout ur falladenn ha da vezañ skoet da heul gant an droug-avu. Ne oa ket kennebeut abalamour d'ar fiez mouest ha blot, na d'ar prunaoz o ruziañ uvel diwar o c'hasedoù kinklet-dreist, ne oa ket dre ma oa pep tra mat da zebriñ en e zilhad-Nedeleg; met kement a hast hag a vall a oa war ar pratikoù da dañva ar plijadurioù prometet dezhe gant an deiz, ma'z aent d'en em stekiñ an eil ouzh egile war treuzoù an nor en ur flastrañ taer o faneroù aozilh, ha goude bezañ lezet o frenadennoù war an daol-gont e tistroent d'ar red evit o c'herc'hat hag e-skeud-se e raent kant ha kant gwech an hevelep fazioù, imoret ken mat ha ma c'haller bezañ; tra ma oa an ispiser hag e dud ken didro, ken diardoù ma c'hallje ar c'halonoù metal lufrus a servije dezhe da stagañ o zavañjerioù a-drek o c'hein bezañ bet o c'halonoù-int, douget er-maez a-benn an enselladenn vras hag evit bezañ pigoset gant fraved Nedeleg p'o deveze c'hoant15 .

Met dizale e c'halvas ar c'hleier an dud vat d'an iliz pe d'ar chapel, hag int war-raok a-vandennoù dre ar straedoù en o gwellañ dilhad ha gant o laouenañ dremmoù. Ha d'an hevelep koulz e tiflukas eus nouspet straedig ha banell hag eus troioù-korn dianav, tud a vil-vern o kas o fred-koan da forn ar baraer. Ar gwel eus ar festaerien baour-se a seblante dedennañ ar Spered rak en em zerc'hel a rae gant Scrooge dirak dor ur stal-vara, hag a-feur ma tremene an dud e-biou dezhañ e save ar golo diwar o skudelloù hag e sparfe ezañs eus e flammerenn war o meuzioù. Ur flammerenn divoutin-kenañ e oa, rak ur wech pe ziv, goude ma oa bet distaget komzoù kounnaret gant daou zouger-koan aet a-benn an eil d'egile, en doa strinket un nebeud beradoù dour warne ha diouzhtu o doa adkavet o imor vat ha lavaret e oa ur vezh tabutal da zeiz Nedeleg. Ha gwir e oa! Ma Doue, gwir e oa!

Tevel a reas ar c'hleier ha serret e voe ar stalioù-bara; ha koulskoude e chome ur merk eus an holl goanioù-se hag eus mont en-dro ar boazhadenn er brondu graet gant an aezhenn a-us da bep forn-bara, e-lec'h ma tivogede ar voger, evel pa vije bet he mein o poazhat ivez.

“Ur vlazenn ispisial zo gant ar pezh a vez sparfet eus ho flammerenn?” a c'houlennas Scrooge.

“Ya, ma blazenn-me.”

“Hag efed a rafe war n'eus forzh peseurt pred hirie?” a c'houlennas Scrooge.

“War gement pred roet a-galon vat. Dreist-holl war unan paour.”

“Perak dreist-holl war unan paour?” a c'houlennas Scrooge.

“Peogwir ez eus gantañ ar muiañ ezhomm.”

“Spered,” eme Scrooge, goude bezañ prederiet ur pennad, “klask a ran kompren perak, e-touez ar boudoù a vev er bedoù all en-dro dimp, ez eo c'hwi an hini hag a garfe lakat an dud-se da grennañ war o flijadurioù dinoaz.”

“Me!” a huchas ar Spered.

“Ne fell ket deoc'h o defe tu da fardañ o c'hoan d'ar seizhvet deiz eus ar sizhun hag a zo alies an deiz nemetañ ma c'hallont koaniañ da vat,” eme Scrooge. “N'eo ket gwir?”

“Me!” a huchas adarre ar Spered.

“Klask a rit klozañ ar fornioù-se d'ar Seizhvet Deiz.” eme Scrooge. “Se zo tuig ha talig.”

“Klask a ran!” a estlammas ar Spered.

“Ma digarezit ma fazian. An dra-se zo bet graet en hoc'h anv, pe da vihanañ en anv ho familh,” eme Scrooge.

“War an tamm douar-mañ,” a respontas ar Spered, “ez eus tud a lavar hon anavezout hag a lez o froudennoù, o lorc'h, o gwall-youl, o c'hasoni, o gwarizi, o filpouserezh hag o emgarantez da gemer an tu kreñv warne en hon anv-ni, evite da vezañ ken dizanv dimp ha d'hor c'herent ha pa ne vije ket anezhe. Dalc'hit soñj eus se ha sammit o fec'hedoù warne, ket warnomp.”

Prometiñ a reas Scrooge derc'hel soñj, hag int da vont neuze gant o hent, diwelus evel a-raok, betek erruout e fabourzhioù kêr. Perzh dibar ar Spered (evel m'en doa gwelet Scrooge e stal ar baraer) a oa bezañ gouest, en desped d'e vent ramzel, d'en em glenkañ aes e n'eus forzh pe lec'h; rak-se e c'halle chom en e sav dindan un doenn izel en ur virout e neuz kaer ha tonius, evel pa vije bet dindan bolz uhel ur sal ec'hon.

Ha marteze e oa bet poulzet ar Spered mat gant ar blijadur a gave o tiskouez e c'halloud, pe gant e natur hegarat ha brokus hag e garantez evit an dud paour, da vont rag-eeun da gavout komis Scrooge, rak mont a reas du-se hag e kasas gantañ Scrooge, bepred krog en e robenn; ha war treuzoù an nor e chomas ar Spered a-sav, ur mousc'hoarzh war e vuzelloù, evit bennigañ lojeiz Cratchit gant ur flistradenn eus e flammerenn. Soñjit ta! ne c'houneze Bob nemet pemzek “Bob”16 ar sizhun; ne c'hodelle da Sadorn nemet pemzek skouerenn eus e anv kristen; ha koulskoude e vennige Spered an Nedeleg a-vremañ ar peder c'hambr a yae d'ober e lojeiz!

Neuze e savas an itron Cratchit, gwreg Bob Cratchit, gwisket paour, gant ur sae hag a oa bet troet tu dezhi div wech, met kinklet gant rubanoù marc'had-mat eus ar seurt a drell ar selloù evit ur gwenneg toull; staliañ a rae an daol gant skoazell Belinda Cratchit, he merc'h eil-henañ, rubanennet-holl ivez, tra ma sanke Master Peter Cratchit ur fourchetezenn e-barzh ar gastelodennad patatez en ur vountañ en e c'henoù begoù kolier ramzel e roched (perc'henniezh Bob, prestet d'e vab ha hêr en enor d'an deiz), laouen oc'h en em gavout gwisket ken kran ha c'hoant gantañ da ziskouez e zilhad fin er gourliorzhoù diouzh ar c'hiz. Ha bremañ e tilammas e-barzh daou gCratchit bihanoc'h, paotr ha plac'h, en ur youc'hal o doa klevet, pa oant o tremen e-biou da stal ar baraer, c'hwezh ur waz rostet hag o doa anavezet evit bezañ o hini; ha kollet en o hunvreoù leun a saoj hag a ognon, e stagas an daou gCratchit yaouank-se da zañsal en-dro d'an daol ha da gas Master Peter Cratchit en tu-hont d'an neñvoù. Hemañ (dilorc'h, daoust ma oa hanter-vouget gant e golier) a zalc'has da c'hwezhañ an tan, betek ma teuas ar patatez lezirek, en ur ober ur berv, da skeiñ kreñv ouzh golo ar gastelodenn evit goulenn bezañ tennet er-maez ha peilet.

“Petra zo c'hoarvezet gant ho tad enorus?” eme an itron Cratchit. “Hag ho preur, Tiny Tim! Ha Marta? Ne oa ket amañ un hantereur abretoc'h da Nedeleg diwezhañ?”

“Setu amañ Marta, mamm!” a lavaras ur plac'h en ur zont war-wel.

“Setu amañ Marta, mamm!” a huchas an daou gCratchit yaouank. “Hourra! Nag ur waz hon eus, Marta!”

“Doue d'az pennigo, ma merc'h, na pegen diwezhat out!” eme an intron Cratchit en ur pokat dezhi meur a wech hag en ur dennañ gant hast he chal hag he boned diwarni.

“Un tamm mat a labour hor boa da beurechuiñ dec'h da noz,” a eilgerias ar plac'h, “ha ret e oa dimp lakat pep tra en urzh er beure-mañ, mamm!”

“Mat! Bremañ pa'z out deut en-dro ne ra forzh,” eme an itron Cratchit. Azez 'ta 'tal an tan d'ober un tammig goradenn, Doue d'az pennigo!”

“Nann, nann! Setu tad o tont,” a huchas an daou gCratchit yaouank hag a oa e pep lec'h war un dro. “Kae da guzhat, Marta, kae da guzhat!”

Mont a reas Marta da guzhat hag e teuas Bob bihan, an tad, gant ouzhpenn tri zroadad skerb hep ar frezilhonoù o tivilhal dirakañ, en e zilhad uzet, dreset ha broustet evit reiñ dezhe un neuz dereat, ha gant Tiny Tim war e zivskoaz. Tiny Tim, siwazh dezhañ, a oa gantañ ur vazh-loaek vihan, hag e zivhar oa harpet gant ur framm houarn.

“Ma! Pelec'h emañ hor Marta?” a huchas Bob Cratchit en ur sellet en-dro dezhañ.

“Ne zeuio ket,” eme an itron Cratchit.

“Ne zeuio ket!” eme Bob, kollet gantañ a-daol-trumm un tamm mat eus al levenez a leunie e galon, rak goude bezañ bet marc'h-red Tim war hent an distro eus an iliz, e oa distroet d'ar gêr entanet-holl. “Ne zeuio ket da zeiz Nedeleg!”

Ne blije ket da Varta gwelet he zad dipitet, na pa vefe nemet da heul ur farsadenn; rak-se e teuas prim eus a-drek an nor serret hag e lammas etre e zivrec'h, tra ma skrape an daou gCratchit yaouank Tiny Tim evit e zougen betek an ti-kouez da glevet ar pouding o kanañ er pod-berver.

“Penaos en deus en em zalc'het Tim bihan?” a c'houlennas an itron Cratchit goude bezañ graet goap ouzh Bob, ken hegredik, ha goude m'en doa briataet Bob e verc'h gwalc'h e galon.

“Evel ur pezh aour,” eme Bob, ha gwelloc'h zoken. Tapout a ra, mod pe vod, ar pleg da brederiañ; azezet ken alies e-unan-penn, e val soñjoù diwar-benn an iskisañ traoù bet klevet biskoazh. Lavaret en deus din, war hent ar gêr, e karje bezañ bet gwelet gant an dud en iliz, peogwir e oa mac'hagnet hag e c'hallje ober plijadur dezhe, da geñver Nedeleg, soñjal en hini en doa laket ar re gamm da gerzhet hag ar re zall da welet.”

Krenañ a rae mouezh Bob pa lavaras ar c'homzoù-se hag e krenas muioc'h c'hoazh pa lavaras e oa Tiny Tim o kreskiñ kreñv ha kalonek.

Klevet e voe e vazh-loaek oberiant o skeiñ ouzh al leur ha Tiny Tim a zistroas a-raok na vije distaget ur ger ouzhpenn, ambrouget gant e vreur hag e c'hoar betek e skabell e-tal an tan. Hag e-pad ma oa Bob, troñset gantañ e vilginoù -- evel pa vije bet tu, paourkaezh den, d'o gwastañ muioc'h -- o veskañ-diveskañ en ur pod un died tomm graet gant djin ha chug sitroñs hag a lakas da vitoniñ war blakenn ar fornigell, ez ae Master Peter hag an daou gCratchit yaouank hollvezant da gerc'hat ar waz hag a voe degaset gante d'ar gêr war an ton bras.

Kement a cholori a savas m'ho pije kredet e oa ur waz an dibaotañ eus an holl evned, un esparadenn ken marzhus ma seblante un alarc'h du bezañ un evn boutin en he c'hichen -- hag evit gwir, un dra heñvel a-walc'h a oa en ti-se. Lakat a reas an itron Cratchit ar chaous (aozet en a-raok en ur gastelodenn) da dommañ; Master Peter en em lakas da flastrañ ar patatez gant un nerzh digredus; an dimezell Belinda a sukras ar yod-avaloù; Marta a roas un taol torch d'an asiedoù tomm; Bob a gemeras Tiny en e gichen, en ur c'hornig bihan ouzh an daol; an daou gCrachit yaouank a gerc'has evit pep hini ur gador, hep ankouaat o c'hadorioù dezhe, hag en em lakas d'ober gward war o flas, ul loa bountet en o genoù evit mirout oute da c'houlenn kig-gwaz a-raok ma vije deut o zro da vezañ servijet. A-benn ar fin e voe laket ar pladoù war an daol ha lavaret ar grasoù. Neuze e talc'has an holl war o alan pa gemeras an itron Cratchit ar gontell vras ha p'en em lakas e doare, en ur lezel he selloù da bourmen goustad a-hed al laonenn, d'he sankañ e krubuilh ar waz; hen ober a reas ha p'en em ziskouezas ar fars hirc'hortozet, e savas ur voubou joaius en-dro d'an daol ha betek Tiny Tim, broudet gant an daou gCratchit yaouank, a skoas ouzh an daol gant treid e gontell hag a huchas “Hourra!” gant ur vouezh wan.

Biskoazh ne oa bet gwelet ur waz evel homañ. Lavaret a reas Bob ne grede ket dezhañ e vije bet morse poazhet ur seurt gwaz. Gant he c'hig gwak, he blaz saourus, he fouez uhel hag he friz izel, e oa e-tailh da vamañ ar bed holl. Gant skoazell ar yod-avaloù hag ar patatez flastret, e oa a-walc'h anezhi d'ober ur goan dereat evit ar familh a-bezh; e gwirionez, evel ma lavaras an itron Cratchit laouen-bras (pa welas un tammig askorn war ar plad), n'o doa ket he debret holl, a-benn ar fin! Koulskoude pep hini en doa bet e walc'h, hag ar yaouankañ eus ar re gCratchit dreist-holl, a oa intret gant saoj hag ognon betek o abrantoù! Bremañ, avat, e voe cheñchet an asiedoù gant an dimezell Belinda, hag an itron Cratchit a yeas er-maez hec'h-unan -- re fromet evit gouzañv testoù -- da gerc'hat ar pouding ha d'hen degas war an daol.

Lakomp ne vije ket poazh a-walc'h! Lakomp e vije bet frailhet pa oa bet divoullet! Lakomp e vije deut unan bennak dreist moger ar porzh a-dreñv d'hen laerezh tra ma oant holl a-zevri o tebriñ ar waz! -- ur soñj hag a lake an daou gCratchit yaouank da goll o liv! A bep seurt euzhusterioù a voe rakwelet.

Oc'holla! Pebezh koumoulennad aezhenn! Ar pouding a oa er-maez eus ar pod-berv. Ur c'hwezh evel an hini a ren d'an devezhioù-kouez! Al lienenn en-dro dezhañ e oa. Ur c'hwezh evel en un ti-debriñ hag a vije dor-ouzh-dor gant ur stal-bastezer diouzh un tu, ha gant un ti-kannañ diouzh an tu all! Ar pouding an hini oa! En ur ober un hanter-vunutenn e teuas an itron Cratchit e-barzh -- ruz he dremm, met war he muzelloù ur mousc'hoarzh lorc'hus -- gant ar pouding re bar d'ur boled kanol marellet, ken kalet ha ken fetis, o flammañ en ur veskennad gwin-ardant entanet, ha kinklet gant skoultroù kelenn plantet en e gribenn.

O! ur pouding marzhus! Bob Cratchit a lavaras, war un ton sioul, e selle outañ evel ouzh kaerañ oberenn sevenet gant an itron Cratchit abaoe ma oant dimezet. An itron Cratchit a lavaras n'he doa ket dalc'het soñj eus ar pouez, hag a anzavas e oa bet nec'het o klask gouzout pegement a vleud a oa ezhomm. Pep hini en doa un dra bennak da lavaret diwar e benn, met gant hini ebet ne voe lavaret, pe soñjet, e oa ur pouding gwall vihan evit ur familh vras. Ur pec'hed marvel e vije bet, ha pep hini eus ar re gCratchit en dije ruziet gant ar vezh m'hen dije graet.

A-benn ar fin, e voe echuet ar pred, distaliet an daol, skubet an oaled ha c'hwezhet an tan. An died mesket a oa er pod a voe tañvaet ha kavet mat-dispar, laket e voe avaloù hag aouravaloù war an daol hag ur balad kistin war an tan. Neuze en em vodas an holl familh en-dro d'an oaled en ur stummañ ur c'helc'h evel ma lavare Bob Cratchit, daoust ma ne oa nemet un hanter-gelc'h; e-kichen Bob Cratchit e oa bet dastumet kiboù-evañ ar familh: div c'hobeled hag un dasenn dizorn war-lerc'h sezv.

Met barrek e oant evelkent da reiñ bod d'ar meskad tomm skuilhet enne kenkoulz ha m'o dije graet hanafoù aour; gant selloù leun a levenez e tiskennas Bob an died tra ma strake ar c'histin gant kalz a drouz war an tan. Neuze e lavaras Bob:

“Nedeleg laouen dimp holl, ma re garet. Doue d'hor bennigo!”

Hag an holl familh a adlavaras e gomzoù evel un heklev.

“Doue da vennigo pep hini ac'hanomp!” a lavaras Tiny Tim, an diwezhañ eus an holl.

Azezet e oa stok ouzh e dad war e skabellig. Derc'hel a rae Bob dorn digig ar bugel en e hini, evel evit diskouez ar garantez en doa outañ, e c'hoant d'e virout en e gichen gant aon e c'hallje bezañ tennet digantañ.

“Spered,” eme Scrooge, gant ul lusk-kalon dizanav dezhañ betek-henn, “lavarit din ha chom a raio Tim bev.”

“Gwelet a ran ur plas goullo e korn an aoled paour,” a respontas ar Spered,” hag ur vazh-loaek diberc'henn, miret aketus. Ma ne vo ket kemmet ar skeudoù-se gant an Dazont, e varvo ar bugel.”

“Nann, nann,” eme Scrooge. “O, nann, nann, Spered mat! lavarit din e vo espernet.”

“Ma ne vo ket kemmet ar skeudoù-se gant an Dazont,” a eilgerias ar Spered, “hini all ebet eus ma gouenn n'hen kavo amañ. Ha neuze? Ma vez warnañ mervel, ra varvo, hag evel-se e vo digresket dreistniver ar boblañs.”

Stouiñ a reas Scrooge e benn evit selaou e gomzoù dezhañ distaget gant ar Spered, hag aloubet e voe gant ar morc'hed hag ar glac'har.

“Den,” eme ar Spered, “ma n'eus ket en ho kreiz ur galon dir, met kalon un den, diwallit da zistagañ komzoù ken drouk ha ken pilpous keit ha n'ho po ket dizoloet petra eo an dreistniver, ha pelec'h emañ. Fellout a ra deoc'h divizout peseurt tud a c'hall chom bev ha peseurt tud a rank mervel? Hervez lezenn Doue, marteze, n'oc'h ket ken dellezek na ken barrek da vevañ ha milionoù a dud heñvel ouzh bugel ar paourkaezh den-se. O ma Doue! klevet an Amprevan a zo war an delienn o lavaret ez eus re a vuhez e-touez e vreudeur naonek a zo er boultenn!”

Pladañ a reas Scrooge dirak rebechoù ar Spered, hag en ur grenañ e stouas e zaoulagad. Met buan e savas e benn rak klevet en doa e anv.

“D'an aotrou Scrooge!” eme Bob; “Evomp da yec'hed an aotrou Scrooge, Diazezour ar Gouel-mañ!”

“Diazezour ar Gouel-mañ e gwirionez!” a huchas an itron Cratchit, ruz he dremm. “Me 'garfe e vefe amañ ganimp. Me a rofe dezhañ e begement, peadra dezhañ d'ober gouel, gant ar spi e vefe digor a-walc'h e galon evit hen lonkañ.

“Kaezhig,” eme Bob, “ar vugale! Da zeiz Nedeleg.”

“Deiz Nedeleg e tle bezañ, a-dra-sur,” emezi, “ma evomp da yec'hed un den ken fallakr, ken digar, ken kalet, ken didruez hag an aotrou Scrooge. Gouzout a rez mat emañ evel-se, Robert! N'eus hini ebet hag hen anavezfe gwelloc'h egedout, ma faourkaezh den!

“Kaezhig,” eme Bob dousik, “da zeiz Nedeleg”

“Trinkañ a rin d'e yec'hed” eme an itron Cratchit, “n'eo ket avat abalamour dezhañ, met abalamour dit-te hag en enor d'an deiz. Buhez hir dezhañ! Nedeleg laouen ha bloavezh mat dezhañ! Laouen hag evurus e vo, n'em eus douetañs ebet war se!”

Trinkañ a reas ar vugale war he lerc'h, met evit ar wech kentañ en deiz-se ne oa levenez ebet en o c'halon. Trinkañ a reas Tiny Tim da ziwezhañ met ne oa ket chalet gant se. Scrooge a oa ur spontailh evit ar familh. Ar meneg eus e anv en doa taolet war ar fest ur skeud teñval hag a chomas astennet warnañ e-pad pemp munutenn.

Pa voe steuziet ar skeud, e oant holl dek gwech laouenoc'h eget a-raok, gant an disammet ma oant o soñjal e oa steuziet ivez ar Scrooge daonet-se. Bob Cratchit a lavaras dezhe en doa kavet ur post-labour evit Master Peter hag a c'hallje, pa vije kemeret, gounit pemp shilling hanter ar sizhun. C'hoarzhin a rae an daou gCratchit yaouank a-bouez o fenn en ur empentiñ Peter e kroc'hen un aferour; ha Peter e-unan a selle soñjus ouzh an tan eus a-dreñv e golieroù, evel pa vije o prederiañ war an doare gwellañ da bostañ e arc'hant pa zeuje ar gopr saouzanus-se en e gerz. Marta, hag a oa un deskardez dister e stal ur varc'hadourez tokoù, a lavaras dezhe peseurt labour he deveze d'ober, pet eurvezh diouzh renk e laboure, ha pebezh c'hoant he doa da chom warc'hoazh beure en he gwele d'ober un hir a ziskuizh; o vezañ ma oa warc'hoazh un devezh vak e oa deut d'ar gêr. Kontañ a reas dezhe ivez penaos he doa gwelet ur gontez hag ul lord un toullad deizioù a-raok hag al lord a oa tost da vat ken bras ha Peter; war-se e savas Peter e golieroù ken uhel ma n'ho pije ket gallet gwelet e benn ma vijec'h bet amañ. E-keit-se e rae ar pladad kistin hag ar podad died meur a wech tro an daol; ha neuze e kanas Tiny Tim ur werz diwar-benn ur bugel dianket o kerzhout dre an erc'h. Ur vouezhig klemmvanus en doa Tiny Tim ha kanañ a rae mat-tre e gwirionez. Ne oa pompad ebet e kement-se holl. Ne oa ket anezhe ur gaer a familh; ne oant ket gwisket mat; o botoù ne oant ket didreuzus d'an dour, pell ac'hann; dister e oa o dilhad; ha marteze - pe sur a-walc'h - en doa anavezet Peter ti ur prester war gred diouzh an diabarzh. Met evurus hag anaoudek e oant, plijet an eil gant egile ha kontant da vevañ en amzer-se; ha pa steuzjont diwar-wel, laouenoc'h c'hoazh o dremm e sklêrijenn splann strinket gant flammerenn ar Spered o tispartiañ, e talc'has Scrooge e zaoulagad paret warne, dreist-holl war Tiny Tin, betek ar vunutenn diwezhañ.

Bremañ e oa deut da vezañ teñval er-maez hag an erc'h a gouezhe puilh ha stank; ha tra ma kerzhe Scrooge hag ar Spered dre ar straedoù e lugerne an tanioù enaouet er c'heginoù, saloñsoù ha kambrou all gant ur sked splann ha marzhus. Amañ, e sklêrijenn ar flammoù daskrenus, e teue war-wel traoù hag a ziougane ur goan blijus: asiedoù tomm o peurdommañ dirak an tan, ha stignoù tev ruz-mouk, pare da vezañ tennet evit lezel er-maez yenijenn ha teñvalijenn. Aze e oa holl vugale an ti o redek er-maez dre an erc'h evit mont en arbenn d'o breudeur ha c'hoarezed dimezet, d'o c'hendirvi, eontred, moereb, gant ar spi da erruout da gentañ evit o saludiñ. Amañ, war an dreilh-prenestr e c'halled gwelet skeudoù taolet gant kouvidi bodet asambles; hag aze, ur strollad merc'hed koant, gant ur c'habell war o fenn ha botoù feur en o zreid, o klakenniñ holl war un dro en ur vont, a-gammedoù skañv, war-du ti unan eus an amezeien nesañ; ha gwa d'ar paotr dizimez en dije o gwelet oc'h antren -- hen gouzout a raent, ar sorserezed gwidreüs -- en o splannder.

Met diouzh gwelet kement a dud en hent evit mont da dremen an abardaevezh etre mignoned, ho pije kredet ne oa den ebet er gêr evit reiñ degemer dezhe, ha koulskoude, e oa gortozet kouvidi e pep ti ha berniet keuneud en tan war an oaled. Ma Doue! Pegen laouen e oa an Tasmant! Dispakañ a rae e vruched ledan, ha digeriñ frank e zorn, ha plavañ en aer en ur skuilhañ brokus e levenez splann ha dinoaz war kement tra a oa en-dro dezhañ! An enaouer-gouleier zoken, gwisket evit tremen an abardaevezh en un tu bennak, hag a gerzhe war-raok evit strewiñ tarchadoù sklêrijenn er straedoù teñval, a zirollas da c'hoarzhin pa dremenas ar Spered e-biou dezhañ, daoust ma ne ouie ket e oa e kompagnunezh Nedeleg!

Ha bremañ, hep m'en dije roet an Tasmant netra da c'houzout en a-raok, en em gavjont en ul lanneg trist ha digevannus, heñvel, gant an tolzennadoù mein gros strewet enni, ouzh ur vered evit ramzed; hag an dour en em skuilhe dre-holl, da lâret eo, en em skuilhañ en dije graet panevet ma oa prizoniad d'ar rev; ha ne greske netra nemet kinvi, lann ha geotoù hir ha kras. Er c'hornog e oa chomet war-lerc'h an heol o vont da guzh ur roudenn ruz-tan hag a daolas he skleur war an arvest hirvoudus e-pad ur par berr, evel ul lagad dilaouen, a-raok kouezhañ izel, izel, izel, hag en em goll e teñvalijenn don an duañ noz.

“E pelec'h emaomp?” a c'houlennas Scrooge.

“En ul lec'h ma vev mengleuzerien ennañ, tud hag a labour e kalon an douar,” a respontas ar Spered. “Met ma anavezout a reont. Sellit!”

Ur banne gouloù a flistre dre prenestr ul log, ha prim e tostajont outañ. Tremenet a-dreuz ur vogeriad fank ha mein, e kavjont ur gompagnunezh laouen bodet en-dro d'un tan o flamminañ. Ur gwaz hag hag ur vaouez kozh-douar gant o bugale, bugale o bugale hag ur rummad yaouankoc'h c'hoazh a oa aze, gwisket-kaer en o dilhad-sul. An den kozh, gant ur vouezh ha na drec'he nemet rouez a wech war yudadennoù an avel o c'hwezhañ war an douaroù difrouezh, a oa o kanañ dezhe un Nouel -- ur ganenn hag a oa kozh-mat dija pa oa-eñ bugel -- ha gwech an amzer e kane an holl asambles gantañ. Kerkent ha ma savent o mouezhioù e kane an den kozh drant hag uhel; ha kerkent ha ma raent un ehan e kolle adarre e nerzh.

Ne chomas ket ar Spered da zaleañ amañ, met pediñ a reas Scrooge da gregiñ en e robenn hag a-us d'al lanneg e hastas -- da belec'h? Neket war-du ar mor? Geo 'vat, war-du ar mor. Teurel a reas Scrooge ur sell a-dreñv ha gant braouac'h e welas an tachad douar diwezhañ, bevennet gant ur renkennad kerreg skrijus, o steuziañ tamm-ha-tamm; ha bouzaret e voe e zivskouarn gant trouz kurun an dour o ruilhal-diruilhal, o krozal hag o kounnariñ e-kreiz ar c'hevioù ankenius kleuziet gantañ, hag o klask dizamant krignat an douar. Ul lev bennak diouzh an aod, war ur garreg a-rez an dour tourtet a-hed ar bloaz gant tarzhioù-mor gouez, e save un tour-tan digenvez. Pikol bernioù bezhin a oa speg ouzh e droad hag evned-mor -- evit doare ganet eus an avel evel ar bezhin eus an dour -- a save en aer hag a ziskenne warnañ evel ar gwagennoù a flourent gant o eskell.

Met amañ zoken, e oa bet enaouet un tan gant an daou c'hedour, ha dre an darzhell toullet e mein tev ar voger e strinke ur bann-sklêrijenn war ar mor skrijus. O dornioù karnek stardet dreist an daol diaoz ma oant azezet outi, e hetjont un Nedeleg laouen an eil d'egile en ur sevel o bidoniadoù grog. Hag unan anezhe, an hini koshañ, drastet ha kleuziet e zremm gant ar gwallamzer evel ur skeudenn ouzh staoñ ul lestr kozh, a stagas da ganañ ur son nerzhus o hekleviñ evel ur barr-avel.

An Tasmant a sankas tizh adarre a-us d'ar mor teñval ha diroll -- buan, buan -- betek erruout, evel ma lavaras da Scrooge, pell diouzh pep aod, ha diskenn neuze war ul lestr. En em gavout a rejont gant al loman ouzh ar stur, gant ar gedour e penn a-raok al lestr, gant an ofiserien oc'h ober gward; holl anezhe skeudennoù teñval ha tasmantel en ho fostoù, met pep hini a sardonenne ur ganenn Nedeleg, pe a vage ur soñj Nedeleg, pe a gomze d'ur c'hamarad a-vouezh izel eus un Nedeleg tremenet hag eus an hiraezh d'ar gêr stag outañ. Ha kement den a oa er bourzh, dihun pe gousket, mat pe fall, en doa lavaret da unan all, en deiz-se, komzoù hegaratoc'h eget en deizioù all; perzh en doa bet er fest en un doare bennak, ha deut e oa soñj dezhañ eus ar re a oa pell dioutañ, met tost koulskoude d'e galon, ha santet en doa e soñjent ivez ennañ gant plijadur.

Souezhet-bras e voe Scrooge - tra ma oa o selaou youc'hadennoù an avel en ur soñjal e oa un dra veur mont ha dont dre an deñvalijenn c'houllo a-us d'un islonk dizanv ken don ha ken hud hag ar Marv - ya, souezhet-bras e voe Scrooge pa glevas a-greiz pep kreiz ur c'hoarzh sklintin. Ha kalz brasoc'h e voe e souezh pa veizas e oa bet laosket ar c'hoarzh-se gant e niz ha p'en em gavas en ur sal sklaer, tomm ha leun a c'houloù, e-kichen ar Spered o vousc'hoarzhin hag o parañ selloù hegarat war e niz.

“Ha, ha!” a c'hoarzhe niz Scrooge. “Ha, ha, ha!”

Ma'z eo degouezhet deoc'h, dre un taol-chañs dibar, anaout un den gouest da c'hoarzhin gant muioc'h a galon eget niz Scrooge, ne c'hallan nemet lâret deoc'h e karfen e anaout me ivez. Roit din neuze tro d'ober anaoudegezh gantañ ha plijadur am bo ouzh e zaremprediñ.

Reizh ha kempouezet-mat eo an traoù, rak ma'z eus er c'hleñved hag er glac'har ur c'hontamm gwallus, n'eus netra er bed hag a vefe ken stagus hag ar c'hoarzh hag al laouenedigezh. Tra ma oa niz Scrooge o c'hoarzhin en e zoare, da lâret eo en ur zerc'hel e gostezioù, e benn hejet-dihejet hag e fas gweet-diweet gant ar fent, e c'hoarzhe e wreg, nizez Scrooge dre zimeziñ, ken c'hwek hag eñ. Hag o mignoned ne choment ket hanter-hent, c'hoarzhin a raent ivez a-bouez-penn.

” Ha, ha! Ha, ha, ha, ha!”

“Lavaret en deus e oa Nedeleg ur sotoni, ken gwir ha ma'z on amañ!” a huchas niz Scrooge. “Hen krediñ a rae ivez!”

“Muioc'h a-se a vezh warnañ, Fred!” eme nizez Scrooge, kounnaret. Bennigomp ar merc'hed-se, ne reont morse an traoù war-hanter. A-zevri e reont pep tra.

Koant-tre e oa, koant-meurbet. Un dremm gant toulligoù, dezhi un neuz souezhet, muzelloù ruz hag a seblante bezañ graet evit ma vije poket dezhe -- ha poket e veze dezhe hep mar ebet; un elgez brizhellet gant a bep seurt pikoùigoù hag en em deuze an eil en egile pa c'hoarzhe; hag ar sklaerañ daoulagad bet gwelet biskoazh e penn ur c'hrouadur. E berr gomzoù e oa ar pezh a c'haller envel hoalus, met amgraüs ivez war un dro. Ya, amgraüs-tre.

“Un tamm paotr kozh eveek zo anezhañ,” eme niz Scrooge, “ar wirionez eo. Ha n'eo ket ken plijus ha ma c'hallfe bezañ, met en e bec'hedoù end-eeun emañ e gastiz, ha me n'em eus netra da lâret a-enep dezhañ.”

“Sur on ez eo pinvidik-mor, Fred,” eme nizez Scrooge. “Hen lavaret ho peus din, da vihanañ.”

“Ha petra 'vern, kaezhig!” eme niz Scrooge. “Da betra e talv dezhañ bezañ pinvidik. Ne ra vad ebet da zen gant e binvidigezh. Ne ra vad ebet dezhañ e-unan ganti. Ne c'hall ket zoken soñjal gant plijadur -- ha, ha, ha! -- emañ o vont d'ober vad DIMP ganti.”

“Ne c'hallan ket e c'houzañv.” eme nizez Scrooge. He c'hoarezed hag an holl itronezed all a savas a-du ganti.

“O, bez' e c'hallan-me!” eme niz Scrooge. “Truez am eus outañ; kaer am befe ober, ne c'hallfen ket fuloriñ outañ. Piv a vez gwazh eus e stultennoù! Eñ e-unan, bepred. Laket en deus en e benn kaout kaz ouzhimp, ha nac'h dont da goaniañ ganimp. Petra a c'hoarvez da heul? Ne goll ket ur pred bras.”

“Koll a ra d'am soñj ur goan dispar,” a droc'has nizez Scrooge. An holl re all a lavaras heñvel hag o barnadenn ne oa ket hep diazez, peogwir o doa a-boan echuet o c'hoan, ha gant an dibenn-pred war an daol, e oant bremañ strollet en-dro d'an tan, ouzh skleur ar gouloù.

“Mat! Laouen-bras on o klevet kement-se,” eme niz Scrooge, “rak nebeut a fiziañs am eus er mestrezed-ti yaouank. Petra a lavarit, Topper?”

Hep mar ebet en doa taolet Topper e lagad war unan eus c'hoarezed nizez Scrooge peogwir e respontas e oa anezhañ ur paotr dizimez, ur paourkaezh den e-maez ar jeu ha n'en doa ket aotre da emellout er gaoz. War-se e voe gwelet c'hoar nizez Scrooge -- an hini guilh gant ur c'houzougenn dantelezhet ha neket an hini gant ar rozennoù -- o ruziañ.

“Dalc'h gant da gaoz, Fred,” eme nizez Scrooge en ur stlakañ he daouarn. “Morse ne echu e gaozioù! Ur paotr droch a zo anezhañ!”

Niz Scrooge a zirollas adarre da c'hoarzhin hag heuliet e voe e skouer gant an holl re all, rak ken stagus eo kleñved ar c'hoarzh ma ne oa hini ebet evit ober mod-all, kaer he doa ar c'hoar guilh klask en em zifenn outañ gant gwinegr frondus.

“Me oa o vont,” eme niz Scrooge, “da lavaret an dra-mañ: dre m'en deus kas ouzhimp ha ma nac'h bezañ laouen a-gevret ganimp, e koll pennadoù amzer dudius ha na rafent ket droug dezhañ. Sur on e koll kompagnuned plijusoc'h eget ar re a c'hall kavout en e soñjoù dezhañ, pe en e gozh burev louedet, pe en e gambroù poultrennet.

Mennet on da reiñ ar chañs-se dezhañ bep bloaz, pe e plijo gantañ pe ne raio ket, rak truez am eus outañ. Bez' e c'hall ober goap eus Nedeleg betek fin e vuhez, met ne c'hallo ket mirout d'en em dommañ outañ -- klaoustre a ran -- p'am gwelo, bloaz goude bloaz, o vont d'e gaout imoret-mat, evit lavaret dezhañ: Eontr Scrooge, penaos emañ ar bed ganeoc'h? Ma teufe dre-se ar soñj dezhañ da reiñ d'e baourkaezh komis hanter-kant lur, e vefe un dra vat; ha dec'h, war a gredan, em boa laket from ennañ.”

Deut e oa bremañ o zro da c'hoarzhin gant ar soñj en doa fromet Scrooge. Met o vezañ ma oa anezhañ un natur-vat a zen ha ma ne oa ket chalet gant ar pezh a lake ar re all da c'hoarzhin, gant ma vijent laouen, e roas ton d'o laouenedigezh hag e lakas gant plijadur ar voutailhad da vont en-dro.

Goude an te e voe graet un tammig sonerezh, rak ur familh songarourien a oa anezhe ha gouzout a raent an doare da ganañ sonennoù liesvouezhiek, m'hen lâr deoc'h. Dreist-holl Topper hag a oa gouest da lakat e vouezh voud da grozal evel un isvouezh wirion hep na zeufe morse gwazhied e dal da c'hoeñviñ nag e zremm da ruziañ. Nizez Scrooge a c'hoarie brav war an delenn; hag e-touez an tonioù sonet ganti e oa un tonig eeun-tre (un netraig a don hag ho pije gallet deskiñ c'hwitellat en ur ober div vunutenn) anavezet mat gwechall gant ar plac'hig deut da gerc'hat Scrooge eus ar skol-lojeiz evel ma oa bet degaset da soñj dezhañ gant Tasmant an Nedeleg Tremenet. Pa dregernas ar pezhig-sonerezh-se e teuas koun dezhañ eus an holl draoù diskouezet dezhañ gant an Tasmant; war deneraat ez eas e galon ha soñjal a reas e vije bet mat dezhañ, kalz bloavezhioù a-raok, klevet aliesoc'h ar sonadenn-se rak marteze en dije kresket, evit e evurusted, joaioù ar vuhez gant e zaouarn-eñ, hep kaout ezhomm eus pal an touller-bez en doa douaret Jacob Marley.

Met ne tremenjont ket an abardaevezh a-bezh oc'h ober sonerezh. Goude ur pennad e voe graet c'hoarioù a-stroll, rak brav eo, a-wechoù, dont en-dro da vezañ bugale. Dreist-holl da Nedeleg, pa'z eo gouestlet ar gouel d'ur bugel. Stop! C'hoariet e voe da gentañ mouchig-dall, evel-just. Ha ne gred ket din e oa Topper dall da vat, na kennebeud-all en doa daoulagad kuzhet en e votoù. Soñjal a ra din kentoc'h e oa bet emglev etre niz Scrooge hag eñ, a-c'houez da Spered an Nedeleg a-vremañ. E zoare da redek war-lerc'h ar c'hoar guilh he gouzougenn dantelezhet a rae goap ouzh natur hegredik mab-den. Hag e voe gwelet o troc'holiañ an holl stalabard d'ober tan, o lammat-dilammat dreist ar c'hadorioù, o vont da stekiñ ouzh ar piano, oc'h en em skoachañ e plegoù ar rideozioù, evit he heuliañ, rak da gement lec'h ez ae-hi, ez ae-eñ ivez! Gouzout a rae bepred e pelec'h e oa ar c'hoar guilh. Ne glaske pakañ hini all ebet. Ma vijec'h aet da strebotiñ warnañ (evel ma rae darn), en dije graet van da glask ho tapout -- pezh a vije bet un dismegañs evit ho skiant-vat -- hag e vije tec'het diouzhtu war-du ar c'hoar guilh. Homañ a grie alies ne oa ket reizh ar jeu, hag ar gwir oa ganti. Met en diwezh, pa zeuas a-benn, en desped d'he dichapadennoù a lake he lostennoù seiz da sarac'hiñ, d'he zapout ha d'he gennañ en ur c'horn ma ne c'hallas ket mui tec'hout dioutañ, e voe e emzalc'h kazus-meurbet. Rak e zoare da glask reiñ da grediñ n'en doa ket he anavezet hag e oa ret dezhañ, evit bezañ sur ne oa ket faziet, stekiñ ouzh he c'habell ha dornata ur walenn a oa war he biz hag ur chadenn a oa en he c'herc'henn a oa vil hag euzhus! Hep mar ebet e lavaras-hi e begement dezhañ rak e-pad ma oa unan all o c'hoari, e voent gwelet o kaozeal penn-ouzh-penn a-drek ar rideozioù.

Nizez Scrooge ne gemeras ket perzh er c'hoari mouchig-dall; azezet e oa en he aez war ur gador ledan ha gant ur skabellig dindan he zreid en ur c'horn brav, tost-tre d'an Tasmant ha da Scrooge hag a oa a-drek he c'hein. Met kemer a reas perzh er c'hoarioù a-stroll hag en un doare bamus e karas he c'harantez gant holl lizherennoù al lizherenneg17 . Ken ampart-all e voe er c'hoari “Penaos, Pegoulz, ha Pelec'h” hag, evit levenez kuzh niz Scrooge, e voe trec'h d'he c'hoarezed daoust ma oa anezhe merc'hed speredet-lemm ivez evel m'en dije gallet Topper lavaret deoc'h. Marteze e oa eno un ugent bennak a dud, kozh ha yaouank, met c'hoari a raent holl, ha c'hoari a rae Scrooge ivez; ken dalc'het e oa e spered gant ar pezh a c'hoarveze en-dro dezhañ m'en doa disoñjet krenn ne c'halle ket e vouezh bezañ klevet gant o divskouarn, ha setu ma tistage a-wechoù, a vouezh uhel, ar respont d'an divinadenn, hag alies a-walc'h en doa divinet mat, rak al lemmañ nadoz, an hini wellañ eus Whitechapel18 ha na droc'h ket an neudenn en he c'hrao, ne oa ket lemmoc'h eget spered Scrooge.

Plijet-bras e oa ar Spered o welet penaos e oa troet, ha teurel a reas warnañ selloù ken hegarat ma c'houlennas Scrooge, evel ur bugel, an aotre da chom ken na vije aet ar gouvidi ziwezhañ. Met ar Spered a lavaras ne oa ket posubl.

“Setu amañ ur c'hoari nevez,” eme Scrooge. “Un hantereur, Spered, un hantereur hepken!”

Ur c'hoari anvet “Ya ha Nann” e oa. Er c'hoari-se e ranke niz Scrooge soñjal en un dra bennak hag ar re all o doa da zivinout petra e oa. Hag ar respont nemetañ a c'halle reiñ d'o goulennoù a oa “Ya” pe “Nann”, diouzh an degouezh.

Ar froudad goulennoù a gouezhas warnañ hen lakas da lavaret e oa o soñjal en ul loen, ul loen bev, ul loen displijus kentoc'h, ul loen gouez, ul loen hag a ouie a-wechoù grognal ha toc'hal, hag a-wechoù ivez kaozeal; e Londrez e oa o vevañ, kerzhout a rae dre ar straedoù, ne veze na laket war ziskouez na bleniet gant den ebet, ne veve ket en ur park-loened, ne oa ket tonket dezhañ bezañ lazhet ha kaset d'ar marc'had, ne oa nag ur marc'h, nag un azen, nag ur vuoc'h, nag un tarv, nag un tigr, nag ur c'hi, nag ur pemoc'h, nag ur c'hazh, nag un arzh. Goude kement goulenn nevez a veze graet outañ, e tirolle an niz da c'hoarzhin ha ken dalc'het e veze gant ar c'hoarzh ma ranke sevel diwar ar gourvezvank ha tripal. A-benn ar fin, e voe klevet ar c'hoar guilh, tapet ken gwazh hag eñ gant ar c'hoarzh, o huchal:

“Divinet 'm eus! Gouzout a ran petra eo, Fred! Gouzout a ran petra eo!”

“Ha petra eo?” a huchas Fred.

“Hoc'h Eontr Scro-o-o-o-oge eo!”

Gwir e oa, hep mar ebet. Bamet e oa an holl daoust ma lavaras darn anezhe e vije bet “Ya” ar respont reizh d'ar goulenn: “Hag un arzh eo?”; seul vui m'en doa ar respont “Nann” distroet o soñjoù diwar an aotrou Scrooge, e kement ha ma oant bet troet warnañ.

“Kalz a blijadur en deus roet dimp, se so sur,” eme Fred, “ha dianaoudek e vefemp ma ne evfemp ket ur bannac'h d'e yec'hed. Setu-ni amañ gant ur werennad gwin tomm en hon dorn, neuze e lavaran: Eontr Scrooge!”

“Mat! Eontr Scrooge!” a huchas an holl.

“Nedeleg laouen ha bloavezh mat d'ar paotr kozh, n'eus forzh pelec'h emañ bremañ!” eme niz Scrooge.” Ne zegemerfe ket ma hetoù, met o c'hinnig a ran dezhañ koulskoude, Eontr Scrooge!”

Tamm-ha-tamm e oa deut Eontr Scrooge da vezañ ken laouen ha da santout e galon o lammat ken skañv en e vruched m'en dije kinniget eñ ivez e hetoù d'ar gompagnunezh dic'houzvez eus e vezañs, ha trugarekaet an holl gant ur brezegenn diheglev ma vije bet roet dezhañ amzer a-walc'h d'hen ober. Met steuziañ a reas an holl skeudennoù kerkent ha peurlavaret gant an niz ger diwezhañ e brezegenn; ha setu Scrooge hag ar Spered o veajiñ adarre.

Kalz a draoù a weljont, pell ez ejont, hag e meur a di ez antrejont, met bep gwech gant un disoc'h mat. Ar Spered a reas arsavioù e-tal gweleoù tud klañv, hag an dud klañv a voe laouenaet; e broioù estren, hag an harluidi en em santas tost d'ar gêr; e-touez tud o stourm ha diouzhtu e teuas dezhe pasianted ha fiziañs; e-kichen tud paour, hag ar re-mañ a voe pinvidik. En ospitalioù, er c'hlañvdioù, er prizonioù, e kement ti-repu evit reuzeudien ma ne oa ket bet prennet an nor warnañ gant dorn un den c'hwezhet gant e dammig beli evit herzel ouzh ar Spered da vont tre, e leze hemañ e vennigadenn hag e teske e reolennoù da Scrooge.

Hir e voe an noz, met daoust hag un noz hepken e oa? Scrooge ne oa ket sur tamm ebet, rak an holl vakañsoù Nedeleg a seblante bezañ paket er pennad amzer ma tremenent asambles. Hag iskis e oa ivez gwelet an Tasmant o vont war goshaat, ha war goshaat ez ae hep mar ebet, tra ma chome digemm stumm diavaez Scrooge. Merzet en doa Scrooge ar cheñchamant hep morse komz eus se, met ur wech, goude bezañ kimiadet diouzh ur strollad bugale o lidañ Gouel ar Rouaned, e taolas pled e oa deut blev ar Spered da vezañ louet hag e c'houlennas:

“Daoust ha ken berr eo buhez ar Speredoù?”

“Berr-tre eo ma buhez war an tamm douar-mañ,” a respontas ar Spered. “Echuiñ a ra en noz-mañ.”

“En noz-mañ!” a huchas Scrooge.

 

“En noz-mañ, da hanternoz. Selaouit! Tostaat a ra an eur.”

D'an ampoent e oa ar c'hleier o seniñ an trede kard eus daouzek eur.

“Ma digarezit ma ran ouzhoc'h ur goulenn amzere,” eme Scrooge en ur sellet aketus ouzh robenn ar Spered, “met gwelet a ran un dra iskis o tont er-maez eus ho robenn, un dra ha n'eo ket deoc'h. Un troad eo, pe ur skilf?”

“Ur skilf eo moarvat, diouzh gwelet ar c'hig a zo warnañ,” a respontas ar Spered glac'haret. “Sellit amañ.”

Eus plegoù e robenn e tennas er-maez daou vugel truek, displet, spontus, euzhus, reuzeudik. Hag int da zaoulinañ ouzh treid ar Spered en ur gregiñ start en e wiskamant.

“O, Den! Sellit amañ. Sellit d'an traoñ amañ!” a hopas an Tasmant.

Plac'h ha paotr e oant, melen, treut, truilhek, tagnous, garv, met sonnet ivez en o izelegezh. E-lec'h bezañ bet flouret gant aezhenn ar yaouankiz hag he dije roet dezhe stummoù kenedus ha livioù flamm, e oant bet gwasket, gweet, bruzunet gant un dorn moeltr ha krizet heñvel ouzh hini ar gozhni. E-lec'h ma c'hallje en em ziskouez aeled war o zronioù, en em guzhe diaouled hag a daole en-dro dezhe selloù du ha gourdrouzus. Eus cheñch ebet, eus diskar ebet, eus fallaenn ebet c'hoarvezet gant gouenn mab-den en he holl zerezioù hag en holl gevrinoù ar Grouadelezh, ne oa bet ganet euzhviled hanter ken spontus ha ken skrijus.

Scrooge a gilas, drouklivet e zremm. Goude ma oant bet laket en doare-se dirak e zaoulagad, e klaskas lavaret e oa anezhe bugale goant, met kentoc'h eget kemer perzh e ken bras gaou, en em vougas ar gerioù o-unan en e c'henoù.

“Spered! ho pugale deoc'h int?” eme Scrooge ha na c'hallas ket komz pelloc'h,

“Bugale Mab-den int,” eme ar Spered en ur deurel ur sell warne. “En em stagañ a reont ouzhin en ur damall o zadoù. Ar plac'h eo an Diouizigezh. Ar paotr eo an Diouer. Diwallit oute o-daou hag eus kement hini eus o rummad, met diwallit dreist-holl ouzh ar plac'h rak war he zal e welan skrivet petra vo an Tonkad nemet diverket e ve ar Skrid.

“Hen dislavarit!” a huchas ar Spered en ur astenn e zaouarn etrezek kêr. “Labezit ar re hen lavar deoc'h! Hen degemerit evit hoc'h itrikoù hag hen lakit da vezañ gwashoc'h c'hoazh. Ha gortozit fin an abadenn.

“N'o deus na lec'h-repu na skoazell?” a huchas Scrooge.

“N'eus ket a brizionioù?” eme ar Spered en ur zistagañ gerioù Scrooge da gomz outañ evit ar wech diwezhañ. “N'eus ket a diez-labour?”

Seniñ a reas ar c'hloc'h daouzek eur.

Sellet a reas Scrooge en-dro dezhañ evit gwelet ar Spered, met n'hen gwelas ket. Pa davas dasson an taol diwezhañ e teuas soñj dezhañ eus diougan Jacob Marley gozh, hag e zaoulagad troet gantañ war-grec'h, e spurmantas un Tasmant meurdezus, mantellet ha kabellet, o vont war-du ennañ evel ul lijenn o flourañ an douar.





PEVARE POZ: AR SPERED DIWEZHAÑ

Tostaat a rae an Tasmant goustad, parfet ha sioul. P'en em gavas e-kichen Scrooge, e plegas hemañ e c'hlin rak an aer ma kerzhe ar Spered drezi a seblante skignañ melkoni ha kevrin.

Paket e oa en ur vantell du-pod hag a guzhe e benn, e zremm, e gorf a-bezh, war-bouez un dorn astennet hag a zeue war-wel. Anez-se e vije bet diaes dirouestlañ e ziskeud diouzh an noz hag hen disrannañ diouzh an deñvalijenn ma oa gronnet ganti. Santout a rae Scrooge e oa mentet-uhel ha frammet-start hag ur spont fromus a leunias e galon. Ne c'hallas ket avat gouzout muioc'h rak ar Spered ne gomze ket ha ne fiñve ket.

“Daoust hag emaon dirak Tasmant an Nedeleg Da Zont?” a c'houlennas Scrooge.

Ar Spered ne respontas ket, met astenn a reas e zorn war-raok.

“C'hwi zo o vont da ziskouez din skeudoù eus traoù n'int ket c'hoarvezet c'hoazh, met a c'hoarvezo en amzer a zo dirakomp,” a gendalc'has Scrooge. “Emañ kont evel-se, Spered?”

Lodenn grec'h ar vantell en em zastumas en he flegoù evel p'en dije stouet ar Spered e benn. Se oa ar respont nemetañ a voe roet dezhañ.

Evitañ da vezañ boazet bremañ ouzh kompagnunezh an teuzoù, en doa Scrooge kement a aon rak ar skeud tavedek-se ma krene e zivhar dindanañ ken ma kavas diaes en em zerc'hel en e sav p'en em lakas e doare da vont d'e heul. Un ehan a reas ar Spered pa welas e pe stad e oa hag e roas dezhañ amzer da ziabafiñ.

Met gwashoc'h c'hoazh en em gavas Scrooge. Santout a rae un enkrez displann o waskañ e galon dre ma ouie e oa, a-drek al liñsel, daoulagad an tasmant o parañ selloù aketus warnañ, tra ma ne c'halle-eñ, daoust d'e holl strivoù, gwelet nemet un dorn diflipet eus ur mell tolzenn du.

“Tasmant an Dazont! a estlammas, “Ho toujañ a ran muioc'h eget an teuzoù am eus gwelet betek-henn. Met peogwir e ouzon e fell deoc'h ober vad din, ha peogwir am eus spi da chom bev evit dont da vezañ un den all, disheñvel diouzh an hini ma'z on bet, ez on prest da vont d'ho heul hag e chomin en o ser gant ur galon leun a anaoudegezh-vat. N'ho peus ket c'hoant da gomz ouzhin?”

Ne zeuas respont ebet gant an Tasmant. Astennet e oa e zorn eeun dirakañ.

“Kit war-raok!” eme Scrooge. “Kit war-raok! Peuztremenet eo an noz ha prizius eo an amzer evidon, Kit war-raok, Spered!”

An Tasmant a yeas war-raok evel ma oa deut davetañ. Scrooge a heulias, paket e skeud gwiskamant ar Spered hag en doa, evel ma kave dezhañ, e zibradet ha douget gantañ.

Ne vije ket bet lavaret e oant oc'h antren e kêr, rak ar gêr a seblante kentoc'h lammat warne hag o entoueziañ en he buhez. Met e kêr e oant, en he c'hreizig-kreiz, er Yalc'h, e-touez ar genwerzhourien o vont hag o tont gant hast en ur lakat o fezhioù-moneiz da stirlinkat en o godelloù, o tivizout bodet a-strolladoù, o sellet ouzh o eurieroù, o c'hoari, kollet en o soñjoù, gant o sielloù aour; ha traoù all a raent c'hoazh, evel ma oant bet gwelet alies gant Scrooge oc'h ober.

Ar Spered a chomas a-sav e-kichen ur strolladig kenwerzhourien. Pa welas e oa buket an dorn warne, e tostaas Scrooge evit selaou o c'homzoù.

“Nann,” eme ur pezh den bras ha tev gant ur pikol elgez, “n'ouzon mann ebet diwar e benn. Gouzout a ran hepken ez eo marv.”

“Pegoulz eo marvet?” a c'houlennas unan all.

“En noz tremenet, war a gredan.”

“Biskoazh kemend-all, penaos eo marvet?” a c'houlennas un trede den en ur gemer ur mell prizenn eus ur mell boest-butun. “Soñjal a rae din ne varvje biken.”

“Doue a oar,” a lavaras an hini kentañ en ur vazailhat.

“Petra en deus graet gant e arc'hant?” a c'houlennas un aotrou gant un dremm ruz hag ur greskenn o tivilhal ouzh beg e fri re-bar da dagos ur c'hilhog-Indez.

“N'ouzon dare,” eme an den elgezek en ur vazailhat adarre. “Lezet marteze gant e embregerezh. N'en deus lezet netra ganin. Setu ar pezh a ouzon.”

Degemeret e voe ar bomm fentus-se gant ur mell c'hoarzhadeg

“Al lid-kañv a vo sur a-walc'h marc'had-mat-tre,” eme an hevelep hini; “rak, hen touiñ a ran war ma buhez, n'anavezan den ebet hag a vefe prest da vont d'e obidoù. Ha ma'z afemp-ni, kement ha diskouez hor youl-vat?”

“N'on ket enep, gant ma vo kinniget dimp ur pred-kreisteiz,” eme an aotrou gant ar greskenn ouzh beg e fri. “Ret eo din kaout peadra da zebriñ ma'z an di.”

Ur c'hoarzhadeg all a darzhas.

“Mat,” eme ar c'homzer kentañ, “me eo an hini dic'hoantekañ ac'hanomp, rak morse ne zougan manegoù du ha morse ne zebran lein. Met en em ginnig a rin da vont, ma fell da unan bennak all mont ivez. Bremañ, pa soñjan ervat, mendare ha n'on ket bet e vignon nesañ, rak kustum e oamp da chom a-sav ha d'ober un tamm kaozeadenn bep gwech ma teue dimp kejañ an eil gant egile. Kenavo!”

Komzerien ha selaouerien a zivodas hag en em veskas gant strolladoù all. Anaout a rae Scrooge an dud-se hag e troas e selloù war-du ar Spered gant ar spi da gaout un displegadenn.

An Tasmant en em silas en ur straed, e viz buket war daou zen o kejañ an eil gant egile. Scrooge a selaouas adarre en ur soñjal e c'hallje kavout amañ an displegadenn.

Anaout mat a rae ivez an dud-se. Kenwerzhourien a oa anezhe, pinvidik-bras ha pouezus-meurbet. Bepred en doa kavet talvoudus bezañ istimet gante: war dachenn an aferioù, evel-just, war dachenn an aferioù hepken.

“Penaos emañ ar bed ganeoc'h?” eme unan anezhe.

“Ha ganeoc'h?” a eilgerias egile.

“Mat!” eme an hini kentañ. “Bet en deus Paol gozh19 e lod a-benn ar fin, keta?”

“Se zo bet kontet din,” a eilgerias an eil. “Yen eo an amzer, keta?”

“Evel ma tere da goulz Nedeleg. N'oc'h ket ruziker, moarvat?”

“Nann. Nann. Traoù all da soñjal enne. Kenavo!”

Ger ebet ken. Evel-se e tremenas o c'hejadenn, o c'haozeadenn hag o c'himiad.

Damsouezhet e voe Scrooge da gentañ o soñjal e c'hallje ar Spered bezañ dedennet gant kaozeadennoù hag a seblante ken boutin, met dre ma oa sur e oa ur mennad kuzh stag oute, e klaskas kompren pe ster a oa gante. Diaes e oa krediñ e raent meneg eus marv Jacob, e geveler kozh, rak c'hoarvezet e oa an darvoud-se en Tremened ha kevrenn ar Spered-mañ oa an Dazont. Ha ne c'halle ket soñjal kennebeud-all en doa klevet komz eus unan bennak anavezet gantañ. Met dre ma krede start e kuzhe ar c'haozeadennoù-se, n'eus forzh eus piv e oa anv enne, ur gentel dalvoudus hag a roje tu dezhañ da vont war wellaat, e tivizas derc'hel soñj eus kement ger en doa klevet hag eus kement tra en doa gwelet, ha dreist-holl sellet pizh ouzh e skeud dezhañ e-unan pa zeuje war-wel, rak spi en doa e roje dezhañ emzalc'h ar Scrooge da zont an alc'hwez a vanke dezhañ, hag e vije aesoc'h evel-se kavout un diskoulm d'ar c'hudennoù-se.

Sellet-disellet a reas tro-dro evit kavout e skeudenn-eñ, met un den all a oa en e gorn boas, ha daoust ma verke an horolaj an eur ma kustume bezañ aze bemdez, ne welas skeud ebet dioutañ e-unan e-touez an engroez a zirede e-barzh dre ar porched. Ne voe ket re souezhet koulskoude, rak o vezan m'en doa divizet cheñch buhez e soñje gant fiziañs e oa bet sevenet e vennad er c'heñver-se.

Sioul ha teñval, en em zalc'he an Tasmant en e gichen, e zorn bepred astennet. P'en em ziframmas eus e brederiadennoù e soñjas, diouzh gwelet e pe zoare ha war be tu e oa troet an dorn, e oa an daoulagad diwelus o sellet pizh outañ. Diwar-se e redas ur gridienn dre e gorf, hag en em santas treuzet gant ar riv.

Dilezel a rejont ar c'harter kenwerzhel hag ez ejont tre en ul lodenn deñval eus kêr, 'lec'h ma ne oa bet Scrooge biskoazh c'hoazh, evitañ da anavezout he ardremez hag he brud fall. An hentoù a oa enk ha loudour, ar stalioù hag an tiez dirapar, hag an dud hanter-noazh, mezv, digempenn, divalav. Banelloù ha porzhioù-diabarzh, evel kement a ganioù-distrouilh, a zislonke ur meskaj a flaer, a loustoni hag a vuhez war ar straedoù tro-war-dro. Intret e oa ar c'harter a-bezh gant c'hwezh heugus an torfed, al lastez hag an dienez.

E-kreiz ar c'harter euzhus-se e oa ur stal izel savet a-valir dindan ur baled, hag enni e veze prenet houarnaj, pilhoù, boutailhoù, eskern ha stronkailhoù larjezek. War al leur, en diabarzh, e oa berniet traoùachoù debret gant ar mergl: alc'hwezioù, tachoù, chadennoù, mudurunoù, livnoù, pouezerezioù, pouezioù, ha reputailhoù houarn a bep seurt. Sekredoù ha n'o dije ket karet kalz a dud furchal enne, a oa miret ha kuzhet e meneziadoù truilhoù difeson, tolzennadoù druzoni linkr, ha beziadoù eskern. Azezet e-touez e varc'hadourezh, e-kichen ur brazouer graet gant brikennoù kozh, e oa un hailhon a zen gant blev louet, dek vloaz ha tri-ugent dezhañ pe dost; en em warezet en doa diouzh an aer yen gant ur stign mouesk graet gant pilhennoù liesseurt ispilhet ouzh un orjalenn, hag e oa o sachañ war e gorn-butun e sioulder boemus e zigenvezted.

Mont a reas Scrooge hag an Tasmant davet an den ha dres d'an ampoent ez en em silas ur vaouez gant ur pakad pounner e-barzh ar stal. Met a-vec'h ma oa antreet ma teuas ur vaouez all ken sammet hag hi; heuliet e oa a-dost gant un den en ur gwiskamant du dislivet hag a voe ken trefuet ouzh o gwelet ha ma oant bet-int oc'h en em anavezout kenetreze. Goude bezañ bet seizet e-pad ur par berr gant ar sabatur hag a oa kouezhet ivez war an den kozh gant ar c'horn-butun, e tirolljont o-zri da c'hoarzhin.

“Ra vo an devezhourez an hini gentañ!” a huchas ar vaouez a oa antreet da gentañ er stal. “Ra vo ar gannerez an eil; ha ra vo paotr al Lidoù-kañv an trede. Sellit 'ta, Joe gozh, nag un taol-degouezh! Setu-ni hon-tri amañ hep bezañ klasket en em gavout asambles!”

“Ne c'hallfec'h ket bezañ dibabet gwelloc'h lec'h,” eme Joe gozh en ur dennañ e gorn-butun eus e c'henoù. “Deuit tre er sal degemer. Dor zigor ho peus dija abaoe pell 'zo hag an daou all n'int ket estrenien. Gortozit ma serran dor ar stal. Ma! Pebezh gwigour a zo ganti! N'eus amañ tamm houarn ebet ken merglet hag he mudurunoù, 'm eus aon; ha sur on n'eus ket amañ eskern ken kozh ha ma re. Ha, ha! “Ni holl zo diouzh hor micher, ni a glot mat etrezomp. Antreit er sal-degemer, antreit.”

Ar sal-degemer oa al lec'h kuzhet a-drek ar stignad pilhennoù. An den kozh a atizas an tan gant ur vazh kozh eus ar re a vez laket da zerc'hel ar pallennoù-diri en o flas, ha goude bezañ kempennet e gleuzeur vogedek gant garenn e gorn-butun (rak noz a oa anezhi), e vountas adarre e gorn en e c'henoù.

E-keit-se, ar vaouez he doa komzet dija a stlapas he fakad war al leur, a daolas dichipot he fouez war ur skabell, hag en ur groaziañ he ilinoù war he daoulin e paras selloù disfizius war an daou all.

“Petra zo da lâret! Petra zo da lâret, Itron Dilber?” eme ar vaouez. “Pep hini en deus gwir da blediñ gantañ e-unan. Setu ar pezh en deus graet bepred.”

“Gwir eo, hep mar ebet!” eme ar gannerez. “Muioc'h eget n'eus forzh piv.”

“Ha perak 'ta e chomit aze gant ho taoulagad dispourbellet evel pa vijec'h spontet, ma flac'h kaezh. N'omp ket o vont d'en em zrailhañ kenetrezomp, 'michañs?”

“Nann, e gwirionez!” eme an itron Dilber hag an den a-unvouezh. “Spi hon eus ne raimp ket.”

“Mat-tre neuze!” a huchas ar vaouez. “A-walc'h eo. Ouzh piv e vez graet gaou pa vez kollet un toullad traoùigoù evel ar re-se? N'eo ket ouzh un den marv, me zo sur.”

“Nann, e gwirionez,” eme an itron Dilber en ur c'hoarzhin.

“M'en doa c'hoant da virout an traoù-se goude e varv, ar c'hrafigneg kozh-se20 ,” a gendalc'has ar vaouez,” perak n'en deus ket bevet evel ar re all? Neuze e vije bet unan bennak oc'h ober war e dro pa'z eo bet sammet gant ar marv ha n'en dije ket tennet e huanad diwezhañ e-unan 'vel ur penn-ki.”

“Biskoazh komzoù gwiroc'h n'int bet distaget,” eme an itron Dilber. “Ur c'hastiz a-berzh Doue evitañ.”

“Karout a rafen e vije bet e gastiz un tammig kaletoc'h,” a eilgerias ar vaouez; “hag e vije bet, a c'hallit krediñ, m'em bije gallet lakat ma dorn war un dra bennak all. Digorit ar pakad-mañ Joe gozh, ha lârit din pegement e talv. Komzit fraezh ha didro.

N'em eus ket aon da dremen da gentañ, nag aon d'hen diskouez d'ar re all. Gouzout mat a ouzomp e oamp hon-tri oc'h en em zibab a-raok dimp en em gavout asambles amañ, a gredan. N'eo ket ur pec'hed. Digorit ar pakad, Joe.”

Met sevended he mignoned a viras oute da asantiñ hag an den gwisket e du dislivet a gemeras penn ar gompagnunezh hag a ziskouezas e breizhadenn da gentañ. Ne oa ket fonnus. Ur siell pe zaou, ur voest-kraionoù, ur re nozelennoù-milginoù, ur spilhenn-alc'hwez hep nemeur a dalvoudegezh, ha setu holl. Unan-hag-unan e voe ensellet ha prizachet an traoù-se gant Joe gozh hag a skrivas gant un tamm kleiz war ar voger ar priz a oa prest da reiñ evit pep hini; neuze, pa welas ne zeue netra ouzhpenn e reas ar gont.

“Setu amañ ho kont,” eme Joe, “ha ne roin ket un hanter gwenneg muioc'h, na pa rankfen bezañ skoet en dour bev. Tro piv a zo bremañ?”

Tro an itron Dilber a oa. Liñselioù ha torchoù, un nebeud dilhad, div loaig-te arc'hant mod-kozh, ur wask da gemer sukr, hag ur rummad botoù. Graet e voe he c'hont en hevelep doare war ar voger.

“Bepred e roan re d'an itronezed. Setu aze ma zu gwan hag evel-se en em lakan ma-unan war an noazh,” eme Joe gozh. “Setu amañ ho kont. Ma c'houlennit diganin un diner muioc'h ha ma talc'hit warnon, em bo keuz da vezañ bet ken brokus hag e tiskontin un hanter kurunenn diwar ar priz.

“Ha bremañ, dispakit ma fakad, Joe,” eme ar vaouez kentañ.

Mont a reas Joe war bennoù e zaoulin evit digeriñ aesoc'h ar pakad ha goude bezañ diskoulmet un niver bras a skoulmoù e tennas er-maez ur mell rollad danvez liv teñval.

“Petra eo se?” a c'houlennas Joe. “Rideozioù-gwele!”

“Ac'ha!” a eilgerias ar vaouez, en ur c'hoarzhin, he c'horf harpet war he divrec'h kroaziet. “Rideozioù-gwele!”

“N'oc'h ket o vont da lâret ez oc'h deut a-benn d'o diskregiñ, ruilhennoù hag all, pa oa-eñ astennet war e wele?”

“Hag em eus graet, ya,” a respontas ar vaouez. “Perak n'em bije ket?”

“Ganet oc'h bet evit ober ho fortun,” eme Joe, “hag hen ober a reoc'h, a-dra-sur.”

“Ne zalc'hin ket sur-mat war ma dorn, pa c'hallan tapout un dra bennak gantañ, abalamour d'un den evel ma oa-eñ, m'hen lâr deoc'h Joe,” a eilgerias ar vaouez, difrom. “Arabat fennañ eoul war ar pallennoù, bremañ.”

“E balennoù dezhañ?” a c'houlennas Joe.

“Da biv all e vefent, d'ho soñj?” a respontas ar vaouez. “N'emañ ket e riskl da dapout riv hepte, m'hen lâr hardizh.”

“Emichañs n'eo ket marvet diwar ur c'hleñved stagus? hañ?” eme Joe gozh hag a ehanas gant e labour en ur teurel ur sell ouzh krec'h.

“Bezit dinec'h,” eme ar vaouez. “N'em beze ket kement a blijadur en e gompagnunezh ma vijen chomet war e dro evit seurt traoù ma vije bet paket gant ur c'hleñved stagus. A! Gallout a rit sellet ouzh ar roched-mañ betek kaout poan en ho taoulagad, ne gavoc'h toull ebet enni na zoken an disterañ teuc'hadenn. Ar gwellañ hini en doa, hag unan fin eo ivez. Panevet din e vije be gwastet.

“Petra fell deoc'h lâret gant gwastet?” a c'houlennas Joe.

“E vije bet sebeliet ganti, sur eo,” a respontas ar vaouez gant ur c'hoarzh. “Unan bennak a oa bet sot a-walc'h d'he gwiskañ dezhañ, met he zennet em eus diwarnañ. Ma n'eo ket mat a-walc'h ar c'hoton evit se, neuze n'eo mat da netra. Mat a-walc'h eo evit ar c'horf, ha ne c'hall ket bezañ viloc'h eget ma oa bet er roched-mañ.

Scrooge a selaoue an diviz gant spouron. Pa voent bodet en-dro d'o freizh e gouloù pikous kleuzeur an den kozh, e sellas oute gant ur gasoni hag ur rukun ha na vijent ket bet brasoc'h ma vije bet anezhe diaouled hudur o varc'hata ar c'horf e-unan.

“Ac'ha, ac'ha!” a c'hoarzhas an hevelep maouez, pa ziskouezas Joe gozh ur sac'h flanell leun a arc'hant ha pa daolas o gounidoù war al leur-di. “Setu fin an abadenn, c'hwi wel! “Lakat a rae pep hini da spontañ ha da dec'hout dioutañ pa oa bev, evit hon lakat da c'hounit goude e varv! Ac'ha, ac'ha, ac'ha!”

“Spered!” eme Scrooge en ur grenañ penn-kil-ha-troad. “Kompren a ran, kompren a ran. Tonkad ar paourkaezh den-se a c'hallfe bezañ ma hini. Kerzhout a ra ma buhez etrezek ar fin-se. Ma Doue benniget, petra eo an dra-se?

Souzañ a reas a-dreñv gant ar spont rak cheñchet e oa pep tra en-dro dezhañ, ha stok e oa bremañ e penn ur gwele, ur gwele noazh, hep rideozioù, ha warnañ, goloet gant ul liñsel roget, un dra bennak hag en em roe da anaout en ur yezh mut ha skrijus.

Teñval-meurbet e oa ar gambr, re deñval evit bezañ ensellet gant aked, pezh na viras ket ouzh Scrooge d'ober ur sell-tro, broudet gant ar c'hoant da c'houzout e pe zoare kambr e oa. Eus an diavaez e kouezhe ur sklêrijenn wan ouzh-eeun en-dro d'ar gwele ma oa gourvezet warnañ korf an den marv, preizhet ha dibourc'het, hep den ebet d'e veilhañ, da leñvañ dezhañ, da soursial outañ. Treiñ a reas Scrooge e selloù war-du an Tasmant hag a zalc'he bepred e zorn difiñv buket war ar gwele. Ken dibalamour e oa bet taolet ar c'holoenn warnañ ma n'en dije bet Scrooge netra d'ober nemet fiñval e viz evit he sevel ha lakat war-wel an dremm kuzhet dindani. Ar soñj-se a dreuzas e benn rak santout a rae pegen aes e vije bet ha c'hoant bras en doa d'hen ober; met sevel ar ouel ne oa ket muioc'h en e c'halloud eget kas diwar e dro an Tasmant a oa en e gichen.

O! Marv yen, reut, spontus, sav amañ da aoter ha stag outi an holl spouronoù a zo en da gerz, rak amañ emañ da Rouantelezh! Met ne c'halli ket tennañ an disterañ blevenn diouzh penn un den karet, doujet hag enoret, evit seveniñ da vennozhioù euzhus, na disleberañ unan hepken eus linennoù e zremm. Petra vern ma teu an dorn da vezañ pounner ha ma kouezh pa ne vez ket dalc'het; petra vern ma chom sioul ar galon ha ma paouez ar gwad da lammat? An dorn a oa digor, brokus ha leal, ar galon a oa madelezhus, tomm ha tener, hag ar gwad a lamme e korf un den. Sko hardizh, Skeud, sko! Hag e weli e oberoù mat o tiflukañ diouzh e c'houli evit hadañ war ar bed ar vuhez peurbadel!

Mouezh ebet ne silas ar chomzoù-se e divskouarn Scrooge, met o c'hlevet a reas koulskoude pa sellas ouzh ar gwele. “Petra,” a soñjas, “a vefe kentañ preder an den-se ma savfe bremañ a varv da vev? Pizhoni, rustoni, c'hoant gounit? E gaset o deus war-du ur fin gaer, e gwirionez!

Astennet e oa aze e-barzh an ti teñval ha goullo, hep na zeufe nikun, na gwaz, na maouez, na bugel, da lavaret: “Mat eo bet ouzhin e doare pe zoare, hag e koun eus ur ger frealzus eus e berzh e fell din bezañ mat outañ”. Ur c'hazh a oa o skrabañ ouzh an nor, ha klevet e veze razhed o krignat dindan ar maen-oaled. Petra o doa da glask e kambr ar marv ha perak e oa enne kement a virvilh hag a strafuilh? Ne gredas ket Scrooge soñjal en dra-se.

“Spered!” emezañ, “spontus eo al lec'h-mañ. Pa'z in kuit dioutañ, ne zisoñjin ket ar gentel am eus bet digantañ, ma c'hredit. Deomp bremañ!”

Derc'hel a rae ar Spered da ziskouez penn ar gwele gant e viz difiñv.

“Ho kompren a ran,” eme Scrooge, “ha sentiñ a rafen ouzhoc'h, ma c'hallfen. Met ne gavan ket an nerzh, Spered. Ne gavan ket an nerzh.”

Ar Spered a seblante adarre sellet outañ.

“Ma'z eus, e kêr, unan bennak hag a zo fromet gant marv an den-mañ,” eme Scrooge mantret-krenn, “hen diskouezit din, Spered, me hoc'h asped!”

Evit ur pennad ez astennas ar Spered e vantell deñval dirakañ evel un askell, ha goude, e tiskouezas dezhañ ur sal sklêrijennet gant gouloù an deiz, e-lec'h ma oa ur vamm gant he bugale.

O c'hortoz unan bennak e oa, gant mall ha gant enkrez, rak pilpasat a rae dre ar sal hag e skrije pa gleve an disterañ trouz; sellet a rae dre ar prenestr hag ouzh an horolaj, klask a rae, en aner, labourat gant he nadoz hag a-vec'h ma c'halle gouzañv mouezhioù ar vugale o c'hoari.

A-benn ar fin e voe klevet an taol hirc'hortozet. Hastañ a reas war-du an nor hag e welas he gwaz, un den krignet e zremm gant ar preder hag ar boan-vevañ, evitañ da vezañ yaouank. Met sklaeriet e oa koulskoude gant ur skleur heverk, gant un doare levenez sioul ma stourme outi hag a rae mezh dezhañ.

Azezañ a reas da zebriñ ar pred a oa bet miret evitañ war an tan; ha pa c'houlennas e wreg outañ petra oa a nevez, gant ur vouezh wan ha goude bezañ chomet sioul e-pad ur pennad mat, e seblantas nec'het da c'houzout petra respont.

“Keleier mat pe fall?” emezi, -- evit e skoazellañ.

“Fall,” a respontas-eñ.

“Rivinet-naet omp?”

“N'omp ket, esperañs a zo c'hoazh, Caroline.”

“Ma'z eo bet fromet,” emezi, sebezet, “Ya! Esperañs a zo c'hoazh ma'z eus c'hoarvezet ur seurt burzhud.”

“Ne c'hall ket mui bezañ fromet,” eme ar gwaz. “Marv eo.”

Ur grouadurez sioul hag habask e oa-hi, ma oa gwir ar pezh a lavare he dremm; met anaoudek e voe a-greiz he c'halon pa glevas ar c'heloù hag hen lavaret a reas ivez en ur juntañ he daouarn. Diouzhtu goude e c'houlennas pardon digant Doue, ha keuz a zeuas dezhi. Met sentet he doa da gentañ ouzh mouezh he c'halon.

“Ar pezh a zo bet lavaret din en noz all gant ur vaouez hanter-vezv pa oan o klask e welet evit goulenn ur sizhun goursez digantañ a zo gwir penn-da-benn, daoust ma soñje din e oa un digarez evit ma c'has diwar-dro. Ne oa ket hepken klañv-bras, e par ar marv e oa.

“Da biv e vo treuzkaset hon dle?”

“N'ouzon ket. Met a-benn neuze hor bo dastumet an arc'hant; ha pa n'hor bije ket c'hoazh, n'eus ket da grediñ e vijemp dichañsus a-walc'h da gouezhañ etre daouarn ur c'hredour ken didruez hag e ziaraoger. Bez' e c'hallomp kousket dinec'hoc'h en noz-mañ, Caroline!”

Ya. Kaer o doa ober van, e oa disammet o c'halon. Ar vugale, bodet en-dro dezhe evit klevet ar pezh na gomprenent ket nemeur, a oa laouenoc'h o dremm; evurusoc'h e oa an tiad a-bezh goude marv an den-se! An drivliadenn nemeti, degaset gant an darvoud-se, hag a c'halle bezañ diskouezet dezhañ gant an Tasmant, a oa ur gaouad levenez.

“Diskouezit din, Spered, trivliadennoù tener degaset gant ar marv,” eme Scrooge, rak a-hend-all e chomo ar gambr deñval-mañ, emaomp o paouez kuitaat, da viken em eñvor.”

Kaset e voe neuze gant an Tasmant dre galz a straedoù anavezet mat gant e dreid ha tra ma oant o kerzhout e selle Scrooge amañ hag ahont gant ar spi da gavout e skeudenn, met e nep lec'h ne oa da welet. Antren a rejont e ti ar paourkaezh Bob Cratchit, al lojeiz gweladennet a-raok gant Scrooge, hag eno e kavjont ar vamm hag ar vugale azezet en-dro d'an tan.

Sioul e oant. Sioul-meurbet. An daou gCratchit bihan trouzus a oa ken sioul ha delwennoù en ur c'horn, o selloù paret war Peter azezet aze gant ul levr dirakañ. Ar vamm hag he merc'hed a oa o wriat a-zevri. Met sioul e oant ivez, sioul-tre.

“Hag e kemeras ur bugelig, hag e lakat a reas en o c'hreiz.”

E pelec'h en doa klevet Scrooge ar c'homzoù-se? N'en doa ket huñvreet. Lennet e oant bet sur-mat gant ar paotr pa oa ar Spered hag eñ o tremen toull an nor. Perak e oa chomet a-sav?

Ar vamm a lakas he gwriad war an daol hag a dremenas he dorn war he dremm.

“Al liv a ra poan d'am daoulagad,” emezi.

Al liv? Ac'h, paourkaezh Tiny Tim!

“Met gwelloc'h int bremañ,” eme gwreg Cratchit. “Skuizhañ a reont e skleur ar c'houlaouenn hag evit netra er bed ne garfen diskouez daoulagad skuizh d'ho tad pa zistroio d'ar gêr. Deut eo an eur, tost da vat.”

“Tremenet eo an eur kentoc'h,” a respontas Peter en ur serriñ e levr. Met kerzhet en deus moarvat goustatoc'h eget boas, mamm.”

Sioul-meurbet e oant adarre. A-benn ar fin e lavaras ar vamm, gant ur vouezh ingal ha lirzhin ha na grenas nemet ur wech:

“Soñj am eus da vezañ e welet o kerzhout gant -- Soñj am eus da vezañ e welet o kerzhout, ha buan-tre zoken, gant Tiny Tim war e zivskoaz.”

“Ha me ivez,” a huchas Peter. “Alies.”

“Ha me ivez,” a estlammas unan all. An holl o doa soñj.

“Met skañv e oa da zougen,” a droc'has ar vamm, stouet war he labour,” hag e dad en doa kement a garantez outañ ma ne gave ket diaes e zougen - nann, ne gave ket diaes. Ha setu bremañ ho tad o tont!”

Hastañ a reas war-du an nor ha Bob bihan, e skerb en-dro d'e c'houzoug -- ezhomm en doa bet dioutañ, ar paourkaezhig -- a zeuas tre. E vannac'h te a oa ouzh e c'hortoz war ar fornigell, hag e savas helibini etre an holl en ti evit e servijañ. Neuze, e lammas an daou gCratchit yaouank war e varlenn, ha pep hini anezhe a begas e jodig ouzh e zremm evel evit lavaret “Arabat chaokat soñjoù du, tad. Arabat bezañ doaniet!”

Laouen ha seder e voe Bob en o c'heñver hag e komzas en un doare plijus ouzh an holl diad. Teurel a reas ur sell war ar gwriad a oa war an daol hag e roas meuleudi d'an itron Cratchit ha d'ar merc'hed evit o oberiantiz hag o herrder. Peurechu e vo gante a-benn disul, emezañ.

“Disul! Bet out bet eno hirie, neuze, Robert?” eme e wreg.

“Ya, kaezhig,” a respontas Bob. “Karout a rafen e vijes bet ganin. Vad en dije graet dit gwelet pegen glas eo eno. Met hen gwelet a ri alies. Prometet em eus dezhañ ober un dro-vale betek eno d'ar Sul. Ma bugelig bihan! a c'harmas Bob. “Ma bugelig bihan!”

En un taol e kollas e holl nerzh. Ne oa ket mui evit herzel. M'en dije gallet herzel, e vije bet dispartiet diouzh e vugel marteze muioc'h c'hoazh eget ma oa dija.

Kuitaat a reas ar gambr hag e pignas gant an diri betek ar gambr war-laez hag a oa sklêrijennet splann ha kinklet gant garlantezioù Nedeleg. Ur gador a oa stok ouzh gwele ar bugel, ha chomet e oa roudoù unan bennak hag a oa bet aze nevez oa. Azezañ a reas ar paourkaezh Bob war ar gador ha goude bezañ en em soñjet hag adkavet un tamm peoc'h, e pokas d'an dremmig vihan. Asantet en doa d'ar pezh a oa c'hoarvezet hag e tiskennas gant un neuz evurus.

En em vodañ a rejont en-dro d'an tan hag ez eas ar gaoz en-dro; ar vamm hag ar verc'hed a oa bepred o labourat. Neuze e komzas Bob eus madelezh dreistordinal niz an aotrou Scrooge, un den n'en doa gwelet nemet ur wech, hag en doa goulennet outañ hirie, p'o doa kejet an eil gant egile war ar straed, petra oa kiriek dezhañ da vezañ ken doaniet rak merzet en doa e seblante Bob un tammig... ya, un tammig diskaret. “War se,” eme Bob, “o vezañ ma'z eus anezhañ plijusañ den am eus gwelet biskoazh, em eus kontet dezhañ an doare. 'Mantret on evit gwir, aotrou Cratchit' emezañ, 'ha mantret on evit gwir pa soñjan en ho kwreg vat.' Met penaos 'ta en deus gouezet, n'ouzon ket.”

“Gouezet petra, ma den ker?”

“Gouezet ez out ur wreg vat,” a respontas Bob.

“An holl hen goar!” eme Peter.

“Gwelet mat az peus, ma faotr!” a huchas Bob. “Fiziañs am eus emañ kont evel-se. 'Mantret evit gwir,' en deus lavaret, 'pa soñjan en ho kwreg vat. Daoust hag e c'hallan rentañ servij deoc'h en un doare bennak,' emezañ en ur reiñ din e gartenn, 'setu amañ ma chomlec'h. Deuit d'am c'havout, me ho ped.' “Koulskoude,” eme Bob, “n'eo ket abalamour d'ar pezh a vije bet gouest d'ober evidomp em eus e gavet ken plijus, met kalz muioc'h abalamour d'e zoareoù hegarat. Kredet e vije bet en doa anavezet hon Tiny Tim hag e c'houzañve asambles ganimp.”

“Sur on ez eus ur galon vat en e greiz!” eme an itron Cratchit.

“Suroc'h c'hoazh e vefes, kaezhig,” a eilgerias Bob, “m'az pije bet tro d'e welet ha da gomz gantañ. Ne vijen ket souezhet tamm ebet -- klev mat ar pezh a lavaran! -- ma kavfe ur post-labour gwelloc'h evit Peter.”

“Klevet az peus, Peter,” eme an itron Cratchit.

“Ha neuze,” a huchas unan eus ar merc'hed,” e kavo Peter unan bennak d'ober kavandenn dezhañ hag ez aio da vevañ evit e gont e-unan.”

“Ma! Kae 'ta!” a respontas Peter gant ur skrignadenn.

“E c'hall c'hoarvezout deiz pe zeiz” eme Bob, met evit se ez eus amzer c'hoazh, ma mab. Hogen n'eus forzh penaos ha pegoulz e vimp dispartiet an eil re diouzh ar re all, biken, me zo sur, ne ankounac'haio hini ebet ac'hanomp ar paourkaezh Tiny Tim hag a voe an hini kentañ o vont kuit.”

“Biken, tad!” a huchas an holl.

“Ha gouzout a ran,” eme Bob,” gouzout a ran, ma bugale, ne ankounac'haimp biken pegen habask ha pegen kuñv e oa, evitañ da vezañ ur bugel bihan-bihan; arabat e vo dimp tabutal etrezomp hag ankounac'haat dre-se ar paourkaezh Tiny Tim.

“Nann, biken, tad!” a huchas an holl.

“Evurus on,” eme Bob bihan, “evurus-tre on!”

An itron Cratchit a bokas dezhañ, e verc'hed a bokas dezhañ, an daou gCratchit yaouank a bokas dezhañ, ha Peter a stardas e zorn dezhañ. Ene Tiny Tim, dont a rae da esañs a vugel eus Spered Doue!

“Tasmant,” eme Scrooge, “un dra bennak a lavar din ez omp war-nes kimiadiñ an eil diouzh egile. Hen gouzout a ran, met n'ouzon ket dre benaos. Lavarit din piv eo an den hor boa gwelet marv war e wele?”

Kaset e voe adarre gant Tasmant an Nedeleg da Zont -- en dro-mañ d'ur c'houlz all, evel ma soñjas, met ne seblante ket ar gweledigezhioù diwezhañ-mañ c'hoarvezout hervez urzh an amzer, nemet e oant holl en Dazont -- e lec'hioù darempredet gant kenwerzhourien, hep ma vije diskouezet dezhañ e skeudenn. E gwirionez ne chome ket ar Spered a-sav dirak tra pe dra, met derc'hel a rae da vont war-eeun etrezek ar pal merket, betek ma c'houlennas Scrooge outañ chom a-sav e-pad ur pennad.

“Ar porzh-mañ, emaomp o treuziñ bremañ a-benn-herr,” eme Scrooge, “eo al lec'h m'am eus staliet ar burev ma labouran ennañ abaoe pell amzer. Gwelet a ran an ti, diskouezit din petra e vin-me en deizioù da zont!!

Ar Spered a chomas a-sav, e zorn buket war-du ul lec'h all.

“Du-hont emañ an ti,” a estlammas Scrooge. “Perak e tiskouezit din ul lec'h all?”

Ar viz, difiñv, a ziskoueze bepred ar memes lec'h.

Hastañ a reas Scrooge betek prenestr e vurev hag e taolas ur sell e-barzh. Ur burev a oa bepred aze, met ne oa ket e hini. Arrebeuri all a oa ennañ hag an den azezet war ar gador ne oa ket eñ. An Tasmant a zalc'he bepred e zorn astennet.

Ur wech ouzhpenn ez eas Scrooge betek ennañ hag en ur glask kompren perak e oa aet ha pelec'h e oa o vont, e kerzhas d'e heul betek ur gael-houarn. Chom a reas a-sav evit sellet tro-dro a-raok antren.

Ur vered. Amañ eta e oa douaret an den reuzeudik ma oa bremañ o vont da zizoleiñ e anv. Ul lec'h dereat e gwirionez: gronnet gant tiez uhel, aloubet gant geotoù ha louzeier fall hag a varne d'ar marv ar plant o kreskiñ; stouvet gant beziadurioù re stank, ha koeñvet evel ur c'horf re vaget ha fastet. Ya, ul lec'h dereat!

En e sav-sonn e oa ar Spered e-touez ar bezioù, e viz buket war unan anezhe. En ur grenañ e kerzhas Scrooge war-du ennañ. Chomet e oa an Tasmant digemm, met aon en doa Scrooge da zizoleiñ un diougan nevez en e stumm meurdezus.

“Kent din tostaat ouzh ar maen-bez ma vukit ho piz warnañ,” eme Scrooge, “respontit d'ur goulenn: Daoust hag e tiskouez ar skeudoù-se ar pezh a VO, pe ar pezh a C'HALL bezañ, hepmuiken?”

Bepred e vuke an Tasmant e viz war ar maen-bez a oa e-harz e dreid.

“An hent heuliet gant an den, ma vez heuliet penn-da-benn, e gaso bepred d'ur pal merket en a-raok,” eme Scrooge. “Met ma tistro an den diwar an hent-se, e vo kemmet ar pal. Lavarit din emañ kont evel-se gant ar pezh a ziskouezit din!”

Ar Spered a chome bepred difiñv.

Ruzañ a reas Scrooge war-du ennañ en ur grenañ ha pa daolas ur sell war ar bez digempenn a ziskoueze dezhañ ar biz, e lennas e anv e-unan: EBENEZER SCROOGE.

 

“Daoust ha me an hini eo a oa astennet war ar gwele?” a grias en ur gouezhañ d'an daoulin.

Ar Spered a droas e viz war e du, hag adarre war-du ar bez.

“Nann, Spered! O, nann, nann!”

Ar viz a oa bepred aze.

“Spered!” a huchas en ur gregiñ start en e vantell,” selaouit-me! N'on ket mui an den ma'z on bet. Ne vin ket an den ma oa tonket din bezañ a-raok an darvoud-mañ. Perak diskouez din kement-se ma n'eus spi ebet ken!”

Evit ar wech kentañ e hañvalas ar Spered hejañ e zorn.

“Spered mat,” a gendalc'has Scrooge, bepred daoulinet war an douar: “Hoc'h ene a gomzo evidon hag en devo truez ouzhin. Lavarit din e c'hallan c'hoazh, en ur cheñch buhez, cheñch ivez ar skeudoù ho peus diskouezet din!”

An dorn madelezhus a grenas.

“Fellout a ra din enoriñ Nedeleg eus kreiz ma c'halon ha klask derc'hel soñj dioutañ a-hed ar bloaz. Fellout a ra din bevañ en Tremened, en Amzer-Vremañ hag en Dazont. An tri Spered a chomo bev ennon. Ne lezin ket da vont da goll ar c'hentelioù o deus desket din. O, lavarit din e c'hallan diverkañ ar skrid am eus lennet war ar maen-se!”

En e enkrez e krogas e dorn an Tasmant. Hemañ a glaskas en em zieubiñ, met Scrooge, gant nerzh an anken, a zalc'he mat dezhañ. Ar Spered, avat, kreñvoc'h egetañ en em zispegañ dioutañ.

E zaouarn savet d'an nec'h evit goulenn, gant ur bedenn diwezhañ, e vije eilpennet e donkad, e welas kabell ha gwiskamant an Tasmant o cheñch stumm. Hag an Tasmant a goazhas, a zisac'has hag en em deuzas en ur post-gwele.





PEMVET POZ: DIBENN AR GANENN

Ya! hag ar post-gwele oa e hini. Ar gwele oa e hini, ar gambr oa e hini. Hag ar pep bravañ: dezhañ e oa an Amzer a oa dirakañ evit cheñch red e vuhez!

“Fellout a ra din bevañ en Tremened, en Amzer-Vremañ hag en Dazont!” a adlavaras Scrooge en ur lammat er-maez eus e wele. “An tri Spered a chomo bev ennon. O ! Jacob Marley! Ra vo meulet Doue ha Nedeleg evit kement-se! Hen lavaret a ran war bennoù ma daoulin, Jacob kozh; war bennoù ma daoulin!”

E vennadoù mat o doa laket kement a virvilh hag a entan ennañ, ma c'halle a-boan lakat e vouezh torret da sentiñ outañ. Difronket en doa betek koll alan e-pad e grogad ouzh ar Spered ha gleb e oa e zremm gant an daeroù.

“N'int ket bet diskroget,” a huchas Scrooge en ur stardañ e rideozioù-gwele etre e zivrec'h, “n'int ket bet diskroget ruilhennoù hag all. Amañ emaint -- emañ emaon -- Steuziañ a c'hall bremañ skeudoù an traoù a c'hallje bezañ bet. Ya, steuziañ a raint, hen gouzout a ran. ”

Difrae a oa en e zaouarn, treiñ-distreiñ a rae e bezhioù dilhad, lakat an tu krec'h e traoñ, an tu traoñ e krec'h, ha pep tra war an tu gin, o zrailhañ, o foeltrañ hag ober gante a bep seurt drocherezhioù.

“N'ouzon ket petra a ran!” a grie Scrooge en ur c'hoarzhin hag en ur ouelañ war un dro, warnañ neuz ul Laokoon21 gwirion gant e loeroù. “Ken skañv on hag ur bluenn, ken evurus hag un ael, ken laouen on hag ur skoliad, ken dibreder hag un den mezv. Nedeleg laouen d'an holl! Bloavezh mat d'an holl. Oc'holla! Ata! Oc'holla!”

D'an dripig e oa antreet er sal-degemer hag eno e chomas dialanet-holl.

“Setu amañ ar gastelodenn ma oa ar c'haot brignen enni!” a huchas Scrooge en ur gregiñ adarre da lammat-dilammat en-dro d'an oaled. “Amañ emañ an nor ma oa antreet Tasmant Jacob Marley drezi! Amañ emañ ar c'horn ma oa azezet Tasmant an Nedeleg a-vremañ! Aze emañ ar prenestr m'am eus gwelet ar Speredoù kantreer drezañ! Emañ pep tra war e reizh, gwir eo pep tra, pep tra zo c'hoarvezet. A, a, a!”

E gwirionez, hag eñ chomet dic'hoarzh e-pad kement a vloavezhioù, en doa laosket ur c'hoarzh kaer-dreist, ur c'hoarzh meur. Ur c'hoarzh hag a zlefe bezañ tad d'ul lignez hir-hir a c'hoarzhoù splann!

“N'ouzon ket e pe zeiz eus ar miz emaomp!” eme Scrooge. “N'ouzon ket pegeit amzer on bet e-touez ar Speredoù. N'ouzon netra. Me zo evel ur babig. Petra 'ra din? Ne ran ket forzh. Gwell eo ganin bezañ ur babig. Oc'holla! Ata! Oc'holla!”

Troc'het e voe e varrad levenez diroll gant kleier an ilizoù o seniñ a-vole-vann hag o tregerniñ drant ha lirzhin: Bimbaoñ, bimbaoñ, bimbalaoñ... A! pebezh gloar!

Hag eñ d'ar red da zigeriñ ar prenestr ha da vountañ e benn er-maez. Na moged, na brumenn; sklaer, splann e oa an deiz, sichant, fromus, yen; yen ha kennerzhus evel un ton-dañs hag a vroud ar gwad da biklammat; Bannoù-heol alaouret, oabl paradozel, aer fresk ha c'hwek, kleier laouen. O! Pebezh gloar! Pebezh gloar!

“Petra zo hirie!” a hopas Scrooge dre ar prenestr d'ur paotr en e zilhad Sul a oa en traoñ hag a oa marteze chomet a-sav evit sellet outañ.

 “Eh?” eme ar paotr, sabatuet-holl .

“Petra zo hirie? ma faotr?” eme Scrooge.

“Hirie!” a respontas ar paotr. “Ma! Nedeleg zo hirie.”

“Nedeleg zo hirie!” a lavaras Scrooge outañ e-unan. “N'em eus ket c'hwitet warnañ. Ar Speredoù o deus graet pep tra e-korf un nozvezh. Bez' e c'hallont ober kement tra a garont. Evel-just e c'hallont. Oc'hola, ma faotr!”

“Oc'hola!” a eilgerias ar paotr.

“Anaout a rez stal ar marc'hadour yer, e korn ar straed eil-nesañ?“ a c'houlennas Scrooge

“Sur a-walc'h e ran,“ a respontas ar paotr.

“Setu amañ ur paotr speredek!“ eme Scrooge. “Ur paotr fin! Gouzout a rez ha gwerzhet o deus ar c'hilhog-Indez primet a oa istribilhet aze? -- An hini bras ha n'eo ket an hini bihan?“

“Petra, an hini a zo ken bras ha me?“ eme ar paotr.

“Pebezh paotrig dudius!“ eme Scrooge. “Ur blijadur eo kaozeal gantañ. Ya, ma c'halonig!“

“Istribilhet eo bepred aze,“ a lavaras ar paotr.

“Evit gwir?“ eme Scrooge. “Neuze kerzh d'hen prenañ.“

“Far-ser!“ a huchas ar paotr.

“Nann, nann,“ eme Scrooge, “N'eo ket farsal a ran. Kerzh d'hen prenañ ha lavar dezhe hen degas amañ, hag e lavarin dezhe da belec'h hen kas. Deus en-dro gant ar c'homis hag e roin dit ur shilling. Deus en-dro a-benn pemp munutenn hag e roin dit un hanter gurunenn!“

Hag ar paotr da skarzhañ evel un tenn. Ret e vije bet d'ur gwareger stegnañ e wareg gant un dorn start evit gallout bannañ e vir hanter ken buan.

“Hen kas a rin da Vob Cratchit!“ a valbouzas Scrooge en ur frotañ e zaouarn hag en ur zirollañ da c'hoarzhin. “Ne ouio ket gant piv eo bet kaset dezhañ. Hanter brasoc'h eo eget Tiny Tim. Biskoazh ne reas Joe Miller22 ur seurt farsadenn!“

E zorn ne oa na start na divrall, met skrivañ a reas koulskoude ar chomlec'h hag ez eas d'an traoñ da zigeriñ dor ar straed, prest da zegemer komis ar marc'hadour yer. Tra ma oa aze, ouzh e c'hortoz, e sachas ar morzhol-dor e lagad.

“Hen karout a rin keit ha ma vin bev!“ a huchas Scrooge en ur flourañ ar morzhol gant e zorn. “N'em boa ket nemeur sellet outañ betek-henn. Pebezh neuz leal zo war e zremm! Ur morzhol-dor marzhus eo! -- Setu amañ ar c'hilhog-Indez! Ac'hanta! Pelec'h 'mañ ar bed ganeoc'h! Nedeleg laouen!“

Hemañ oa ur c'hilhog-Indez! Biken n'en dije gallet an evn-mañ en em zerc'hel war e zivhar. Torret-naet e vijent bet e-korf ur vunutenn evel bazhadoù koar-siellañ.

“Penaos! Ne c'hallit ket dougen an dra-mañ betek Camden Town,“ eme Scrooge. “Ret eo deoc'h mont gant ur wetur.“

 Ar c'hoarzhadennoù laosket gantañ pa zistagas ar c'homzoù-se, pa baeas evit ar c'hilhog-Indez, pa baeas evit ar wetur, hag a-benn ar fin pa roas e c'hopr d'ar paotrig, ne voent trec'het nemet gant ar c'hoarzhadenn a darzhas pa daolas e bouez war e gador, berr warnañ; c'hoarzhin a rae betek leñvañ.

 Ne voe ket aes dezhañ lemel e varv, rak derc'hel a rae e zorn da grenañ; evit lemel ho parv, e rankit bezañ aketus, zoken pa ne vezit ket o tañsal e-keit ma rit al labour-se. Met p'en dije troc'het beg e fri, en dije peget un tamm palastr warnañ hag e vije bet laouen-holl koulskoude.

En em wiskañ a reas “en e gaerañ“, hag a-benn ar fin ez eas er-maez. An dud a oa neuze o tiflukañ eus o ziez evel ma oa bet diskouezet dezhañ gant Tasmant an Nedeleg a-vremañ; Hag en ur gerzhout gant e zaouarn a-drek e gein, e selle Scrooge ouzh pep hini anezhe gant ur mousc'hoarzh leun a zudi. E berr gomzoù, e oa ken plijus da welet ma lavaras tri pe bevar den imoret-mat: “Demat deoc'h, Aotrou! Nedeleg laouen deoc'h!“ Ha da c'houde, e lavaras Scrooge alies e oa gant ar c'homzoù-se an tonioù c'hwekañ en doa klevet biskoazh, ar re c'hwekañ a oa deut betek e zivskouarn.

Ne oa ket aet pell c'hoazh, pa welas o tont davetañ an aotrou postek a oa deut en derc'hent en e vurev en ur lavaret: “Scrooge ha Marley, a soñj din?“ Santout a reas ur pistig en e galon en ur soñjal e selloù a daolje an aotrou kozh-se warnañ pa zegouezhjent an eil gant egile; met gouzout a rae dre be hent e tlee mont hag ez eas drezañ.

“Aotrou ker,“ eme Scrooge, en ur astenn e gammedoù evit kregiñ e daouarn an aotrou kozh. “Penaos emañ ar bed ganeoc'h? Emichañs eo bet mat ho tevezh dec'h. Hegarat-tre oc'h bet. Nedeleg laouen deoc'h, Aotrou!“

“Aotrou Scrooge?“

“Ya,“ eme Scrooge. “Ma anv eo, ha marteze n'eo ket plijus deoc'h, 'm eus aon. Roit din aotre da c'houlenn pardon diganeoc'h. Ha bezit ar vadelezh“ -- amañ e hiboudas Scrooge un dra bennak en e skouarn.

“Ma Doue benniget!“ a huchas an aotrou, evel pa vije bet troc'het e alan dezhañ. “Aotrou Scrooge ker, komz a rit hep farsal?“

“Mar plij ganeoc'h,“ eme Scrooge. “Ket ur gwenneg nebeutoc'h. Kalz paeamantoù dilerc'hiet zo e-barzh, m'hen lâr deoc'h. Daoust hag ar blijadur a reoc'h din?“

“Aotrou ker,“ eme egile en ur stardañ e zorn dezhañ. “N'ouzon ket petra lavaret diwar-benn kement a largentez“

“Na lavarit netra, mar plij,“ a respontas Scrooge. “Deuit d'am gwelet. Dont a rit d'am gwelet? “

“Hag e rin!“ a hopas an aotrou kozh. Ha mennet e oa d'hen ober, sklaer e oa.

“Trugarez deoc'h,“ eme Scrooge. “Anaoudek-bras on deoc'h. Hanter-kant gwech e lavaran trugarez deoc'h. Doue d'ho pennigo!“

Mont a reas d'an iliz, kerzhout a-hed ar straedoù, sellet ouzh an dud o vont hag o tont gant hast, flourañ pennoù ar vugale, ober goulennoù ouzh ar glaskerien-vara, teurel ur sell e keginoù an tiez ha war ar prenestroù, hag e kavas pep tra plijus. Biskoazh n'en doa soñjet e c'halle un dro vale -- pe un dra all -- reiñ kement a blijadur dezhañ. E-pad an enderv e renas e gammedoù war-du ti e niz.

 Tremen a reas toull an nor-dal daouzek gwech, kent dezhañ kaout kalon da vont da laez ha da lopañ war an nor.

“Er gêr emañ ho mestr, ma flac'hig?“ eme Scrooge d'ar vatezh. Ur plac'h koant! Koant-tre.

“Ya, Aotrou.“

“E pelec'h emañ, koantig?“ a c'houlennas Scrooge.

“Er sal-debriñ emañ, Aotrou, asambles gant ar vestrez. Ez an d'ho kas di mar plij ganeoc'h.“

“Trugarez deoc'h. Ma anaout a ra,“ eme Scrooge, e zorn bepred war dornell an nor. “Amañ ez in tre, ma flac'hig.“

Treiñ a reas dousik an dornell hag e silas e benn e gwask an nor. Sellet a raent holl ouzh an daol hag a oa bet staliet war an ton bras, rak kizidik e vez ar mestrezed-tiez yaouank e seurt degouezhioù, ha plijout a ra dezhe gwelet pep tra war e reizh.

“Fred!“ eme Scrooge.

Ma Doue benniget! pebezh skrijadenn a dreuzas e nizez dre zimeziñ! Disoñjet en doa Scrooge e-pad ur par berr, e oa-hi azezet en ur c'horn gant ur skabellig dindan he zreid, rak a-hend-all ne vije ket antreet evel-se.

“Salver benniget!“ a estlammas Fred, “piv zo amañ?“

“Me an hini eo. Da eontr Scrooge. Deut on da goaniañ. Reiñ a rez digor din, Fred?“

Reiñ digor dezhañ! Ken buan all en dije divarc'het e vrec'h o stardañ e zorn dezhañ. En ur ober pemp munutenn e oa Scrooge er gêr. Ne c'halle ket un degemeradenn bezañ c'hwekoc'h. Evel-se e voe degemeret ivez gant he nizez. Hag evel-se gant Topper pa erruas. Hag evel-se gant ar c'hoar guilh pa erruas. Hag evel-se gant an holl pa errujont. Na pebezh fest sebezus, c'hoarioù sebezus, unvaniezh sebezus, evurusted se-be-zus!

Antronoz, avat, ez eas abred d'e vurev. O! abred e oa aze. Ma c'hallfe erruout da gentañ ha tapout Bob Cratchit oc'h erruout diwezhat! Gant an dra-se en doa laket e holl breder hag e holl galon.

Hag e teuas e daol da vat; ya, e teuas da vat! Seniñ a reas ar c'hloc'h nav eur. Bob ebet. Nav eur ha kard. Bob ebet. Erruout a reas gant triwec'h munutenn hanter dale. Laosket en doa Scrooge e zor digor-bras, evit gwelet Bob o vont tre en e benton.

Tennet en doa e dok hag e skerb a-raok digeriñ an nor. Buanoc'h eget lavaret e oa war e gador o lakat e bluenn da redek gant difrae evel pa vije o klask adtapout nav eur.

“Ac'hanta!“ a c'hrozmolas Scrooge en ur glask, ken mat ha ma c'halle, adkavout e vouezh kustum. “Petra zo kaoz deoc'h da erruout d'an eur mañ?“

“Mantret on, Aotrou,“ eme Bob. “Diwezhat on.“

“Diwezhat oc'h?“ a lavaras Scrooge. “Ya. Soñjal a ran ez oc'h. Deuit amañ, mar plij.“

“Ur wech ar bloaz hepken, Aotrou,“ eme Bob aspedus, en ur zont er-maez eus e benton. “Ne c'hoarvezo ket ken. Un tammig fest em boa graet dec'h, Aotrou.“

 “Bremañ, ma mignon ker, e lavarin deoc'h un dra,“ eme Scrooge, “N'on ket troet da c'houzañv kement-se pelloc'h. Hag abalamour da se,“ a gendalc'has en ur lammat diwar e gador hag en ur reiñ da Vob un taol ken kreñv en e gostez ma horjellas hemañ ha ma tistroas brall-divrall en e benton; “hag abalamour da se ez an da greskiñ ho kopr!“

 Krenañ a reas Bob ha tostaat ouzh e reolenn. E-pad ur par berr e soñjas skeiñ Scrooge d'an douar ganti, kregiñ ennañ, ha gervel an holl dud er porzh evit reiñ sikour dezhañ ha degas ur gorfenn-greñv.

 “Nedeleg laouen, Bob!“ eme Scrooge, war un ton dic'hoarzh ha na c'halle ket bezañ treuzkomprenet, en ur skeiñ dezhañ un taolig war e gein. “Un Nedeleg laouenoc'h, Bob, ma c'heneil mat, eget ar re am eus kinniget deoc'h alies a-hed ar bloavezhioù! Fellout a ra din kreskiñ ho kopr ha skoazellañ ho familh kalonek; diwar-benn ho aferioù e komzimp diouzhtu goude kreisteiz dirak ur bannac'h punch Nedeleg. C'hwezhit an tan, Bob, ha prenit ur sailh-glaou all a-raok deoc'h lakat ur pik war un i, Bob Cratchit!“

 

Derc'hel a reas Scrooge d'e c'her hag e reas gwelloc'h c'hoazh. Da Diny Tim ha na varvas ket e teuas da vezañ un eil-tad. Dont a reas da vezañ ur mignon mat , ur mestr mat, un den mat, eus ar seurt a oa anavezet en e gêr gozh pe en ur gêr gozh all, pe ur vourc'hadenn bennak war an tamm douar kozh-mañ.

 Tud 'zo a c'hoarzhe o welet pebezh kemm a oa deut ennañ, met eñ ne rae ket van, rak gouzout a-walc'h a rae n'eus netra vat war an tamm douar-mañ ha na lak ket an dud da c'hoarzhin er penn kentañ; hag o vezañ ma ouie e oa tonket d'an dud-se chom dall, e kave gwelloc'h lakat korn o daoulagad da roufennañ gant ar c'hoarzh eget gwelet o c'hleñved oc'h en em ziavaeziñ en ur stumm divalavoc'h. C'hoarzhin a rae e galon ha gant se e kave e walc'h.

N'en doe ket mui a zarempred gant ar Speredoù, met diazezet e voe e vuhez war reolennoù an Dilontegezh Krenn, zoken da c'houde. Lavaret e veze alies diwar e benn ez anaveze mat Nedeleg ha ma oa un den bev hag a ouie lidañ ar gouel, e oa-eñ. Ra vezo lavaret kemend-all diwar hor penn dimp-holl. Hag evel ma lavaras Tiny Tim: Doue da vennigo pep hini ac'hanomp!

*             *

*


(1)

Tro-lavar anavezet mat e Bro-Saoz met ankounaet ar ster anezhañ gant kalz a dud. An tach-dor meneget amañ ne oa ket n'eus forzh peseurt tach, met ur pezh mell tach e-kreiz an nor, ma'z ae ar morzhol-dor da skeiñ warnañ. Gant an holl daolioù a veze darc'haouet war e benn, e c'haller krediñ aes e oa marv-mik.

(2)

Er Grennamzer, ha betek ar 17vet kantved, e oa ar c'hiz da sebeliañ ar vuntrerien hag an emlazherien gant ur brank kelenn plantet en o c'halon.

(3)

Er skrid orin: he would see him in that extremity first, skrivet gant Dickens e-lec'h "he would see him in Hell" pe "he would see him damned" rak arabat e oa, e Bro-Saoz an naontekvet kantved, distagañ, pe skrivañ gerioù evel Hell (ifern) pe damned (daonet).

(4)

Er skrid orin: Bedlam, stumm distreset eus Bethlehem hag anv roet da "Bethlem Royal Hospital " anvet ivez "St. Mary of Bethlehem" , ospital ar re sot e Londrez.

(5)

Sant Dunstan: manac'h eus urzh Sant Benead, deut da vezañ arc'heskob Canterbury e bloaz 960, ha goude e varv Sant patron an orfebourien, rak hervez ar vojenn, en doa argaset an diaoul, hag a glaske e lakat da gouezhañ e temptadur, en ur waskañ e fri gant un durkez ruziet en tan.

(6)

En destenn saoznek: driving a coach-and-six through a bad young Act of Parliament. Lavarenn distaget a-hervez gant Dónall Ó Conaill, politiker iwerzhonat lesanvet "The Liberator" (an dieuber) rak peurvuiañ e veze savet al lezennoù en un doare ken laosk ma ne oa ket gwall ziaes kavout toulloù enne hag o lakat da vezañ komprenet en un doare pe un all.

(7)

Ar Profed kozh: Aaron, breur Mozez. Hervez ar Bibl e voe troet e wialenn en un naer hag a lonkas an holl wialennoù all troet ivez e naered.

(8)

Amañ e c'hoari Dickens war ar ger shade: for a shade (evit ur seblant) ha to a shade (en un doare).

(9)

Er skrid saoznek : There's more of gravy (lipig) than of grave (bez) about you.

(10)

Er skrid orin: would have become a mere United States' security ... Er bloavezhioù 1840, dre ma oa un enkadenn ekonomikel oc'h ober he reuz er Stadoù Unanet, e talveze United States' Security kement ha tra didalvoud.

(11)

Er skrid orin: Welsh wig. Ar penn-wisk-se a oa e gwirionez ur boned gloan stammet ha neket ur berukenn evel ma vefed teched da grediñ. Anvet e oa bet Welsh wig abalamour ma oa deut ar c'hiz anezhañ eus Montgomery.

(12)

Er skrid saoznek: before a man can say Jack Robinson. Meneg eus ur ganaouenn diwar-benn un den anvet Jack Robinson hag a oa kustum da vont d'ober gweladennoù du-mañ ha du-hont, ha da sachañ diouzhtu e skasoù gantañ kerkent hag erruet, a-raok zoken ma veze bet galvet e anv.

(13)

Negus: died fardet gant gwin, dour sukret ha spisoù frondus, anvet hervez e ijiner, ar c'horonal Francis Negus

(14)

Barzhoneg gant William Wordsworth, anvet Written in March. Hen kavout a c'haller ivez war DikHaDak dindan an talbenn Skrivet e miz Meurzh, rak n'on ket bet evit herzel ouzh ar broud d'hen lakat e brezhoneg.

(15)

Meneg eus ur poz er pezh-c'hoari Othello gant Shakespeare (kentañ arvest, diviz I): I will wear my heart upon my sleeve, for daws to peck at. (Dougen a rin ma c'halon war ma milgin evit he reiñ da bigosat d'ar fraved).

(16)

Ur Bob: ur shilling er yezh poblek.

(17)

Meneg eus ur rimadell dibunet alies er c'hoarioù a-stroll : I love my love with an A, because he's (A)greeable ... hag evel-se gant holl lizherennoù ar groaz-Doue.

(18)

Brudet-tre e oa an nadozioù graet e Whitechapel, ur c'harter paour eus Londrez, anavezet ivez evit e deuzerezh-kleier. Met brudet-fall e oa ar c'harter a-hend-all abalamour d'al laeron ha d'an dorfedourien (en o zouez Jack the Ripper) hag a rae o reuz ennañ.

(19)

En destenn saoznek Old Scratch: unan eus anvioù an diaoul. E brezhoneg Paol Gozh. 

(20)

En destenn saoznek a wicked old screw. Er yezh poblek e talvez screw kement ha miser (krafigneg) hag evit doare ez eo bet diazezet an anv Scrooge war ar ger screw. 

(21)

Laokoon: Tudenn eus ar vitologiezh gresian, taolennet peurvuiañ gant naered en-dro dezhañ.

(22)

Joe Miller: fentigellour saoz ha n'en doa ket ar brud da vezañ gwall fentus.


Copyright©2017 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh (all rights reserved).
www.dikhadak.eu