Ar C'harroñs hag ar Gelienenn

Jean de la Fontaine

troet diwar ar galleg gant Françoise Lermen

 

En un hent serzh ha sonn, traezhek ha gwall ziaes,
Dindan bannoù an heol eus an traoñ d'al laez
C'hwec'h marc'h kreñv ha nerzhus a stleje ur c'harroñs.
Merc'hed, manac'h, re gozh, an holl oa deut er-maez,
Dour-c'hwez-holl, berr warne, ar mirc'hed a oa faezh,
Pa zeuas d'o bete ur gelienenn a-stroñs.
Evit o atizañ en em daol da fraoñval,
Ha da flemmañ ur marc'h ha goude unan all,
Ma soñj dezhi sur-mat emañ-hi o vleniañ,
Gwech war ar walenn-garr, gwech war fri an toucher ;
Ha kerkent ha ma wel ar c'harr o tilec'hiañ,
Pe an dud war an hent o vale en ur ser,
E laka hep termal an dellid war he c'hont,
Birvilh enni e nij ac'hann hag aleshont,
Heñvel ouzh ur serjant o redek dre bep lec'h
Da gas e dud war-raok evit gounit an trec'h.
Ar gelienenn a glemm hag a c'harm diastal,
N'eus siwazh nemeti o kas en-dro ar stal,
Tamm sikour eus neblec'h da zisac'hañ an denn.
Ar manac'h a lâre goustadik e bedenn
Pebezh paotr a amzer ! ur vaouez a gane !
N'eo ket 'vat eus kanañ e oa kaoz d'ar poent-se !
An Itron Gelienenn en o divskouarn a gan,
Hag a ra ardoù fall ken-ha-ken hep ehan.
Goude kalz a drevell setu tizhet an nec'h.
Dic'hwezhomp, emezi, goude kement a vec'h
Bennozh din war ar plaen emañ erru an holl,
C'hwi, aotrounez mirc'hed, roit din un digoll.

Kalz a dud evel-se, enne c'hoant diskrapañ
A vount o fri e-barzh aferioù o nesañ ;
Soñjal a ra dezhe n'hall den o dioueriñ,
Padal e vefe ret o c'has naet da beuriñ.