Itron an erc'h

Jakob & Wilhelm Grimm

Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

 

Un intañvez he doa div verc'h, unan gaer ha difraeüs hag unan vil ha lezirek. Muioc'h a garantez he doa avat ouzh an hini vil ha lezirek, dre ma oa homañ he merc'h wirion, ha setu ma ranke eben ober an holl labourioù ha bezañ Luduenn an ti. Ar paourkaezh plac'h a ranke mont bemdez betek an hent bras, en em staliañ 'tal kichen ur puñs ha nezañ ken na strinke ar gwad eus he bizied.

Ur wech, ma oa deut he c'hegel da vezañ leun a wad, e stouas dreist bord ar puñs evit he gwalc'hiñ, met ar gegel a ziflipas eus he dorn hag a gouezhas e strad ar puñs. Leñvañ a reas hag ez eas d'ar red da gontañ he gwalldro d'he lezvamm. Homañ avat a grozas rust dezhi ha gant an didruez ma oa e lavaras: »M'az peus laosket da gegel da gouezhañ, kerzh neuze da dennañ anezhi er-maez.« Distreiñ a reas ar plac'hig d'ar puñs hep gouzout petra ober ha, gwasket he c'halon gant an anken, e lammas en dour evit kerc'hat ar gegel.

Koll a reas hec'h anaoudegezh ha pa zeuas enni hec'h-unan e oa en ur bradenn gaer sklêrijennet gant an heol ha strewet a vleunioù. Kerzhout a reas war ar bradenn hag ez erruas dirak ur forn leun a vara; hag ar bara a huche: »Ac'h, tenn ac'hanon er-maez, tenn ac'hanon er-maez, peotramant e vin devet, peurboazh on abaoe pell amzer.« Tostaat a reas ha gant an enforn e tennas an holl varaennoù er-maez, an eil war-lec'h eben. Goude e kerzhas pelloc'h hag en em gavas dirak ur wezenn karget a avaloù hag a huche: »Ac'h gra un hej dimp, gra un hej dimp, ni an avaloù zo erru darev holl asambles.« Hejañ a reas ar skourroù, an avaloù a gouezhas evel glav hag e talc'has da hejañ ken na chomas aval ebet ken er wezenn; neuze, goude bezañ laket an holl avaloù en ur bern, e kerzhas adarre gant he hent.

A-benn ar fin ez erruas dirak un ti bihan, ennañ ur vaouez kozh o sellet dre ar prenestr, met homañ he doa dent ken bras ma voe spontet ar plac'h ha ma fellas dezhi tec'hout kuit. An hini gozh, avat, a huchas war he lerc'h: »Gant petra out spontet, plac'hig kaezh? Chom ganin, ma fell dit ober holl labourioù an ti evel m'eo dleet, e vo brav dit amañ. Met ret e vo dit lakaat evezh da aozañ mat ma gwele ha da hejañ ma flueg betek lakat ar pluñvennoù da nijal-dinijal en aer, rak evel-se e kouezho erc'h war an douar; me eo an itron Holle.«

Ken brav e komzas an hini gozh outi ma savas kalon d'ar plac'h ha ma'z asantas chom en he servij. Hag he labour a voe ivez diouzh grad an hini gozh rak hejañ-dihejañ a rae bepred he flueg gant kement a nerzh ma nije-dinije ar plunvennoù evel malzennoù erc'h; rak-se e oa brav he buhez: morse ur ger garv ha bemdez kig bervet ha kig rostet.

Ur pennad mat e oa e ti an itron Holle p'en em santas trist hep gouzout re, da gentañ, petra a vanke dezhi; a-benn ar fin e verzas e oa krog kleñved ar gêr enni, rak daoust ma oa kalz gwelloc'h ar bed ganti bremañ, he doa hiraezh d'ar gêr. Neuze e lavaras: »Keuz 'm eus d'am c'hêr, ha daoust pegen brav e vez graet din amañ, n'on ket evit chom pelloch, ret eo din distreiñ d'al laez ha mont da gaout ma familh.« War-se e lavaras an itron Holle: »Plijout a ra din klevet az peus c'hoant da zistreiñ d'ar gêr, ha peogwir az peus servijet ac'hanon ken feal, ez an da gas ac'hanout d'al laez.

Kregiñ a reas e dorn ar plac'h hag e vlenias anezhi betek un nor-dal vras. An nor a zigoras ha dres pa oa ar plac'h dindan ar volz, e kouezhas ur glav aour puilh, hag an holl aour a chomas peg outi ken m'en em gavas goloet gantañ penn-kil-ha-troad. »Setu ar pezh a zlean dit, rak difraeüs-kenañ out bet«, eme an Itron Holle hag a roas dezhi en-dro ar gegel a oa kouezhet er puñs. War se e voe serret an nor hag ar plac'h en em gavas en nec'h, war c'horre an douar, nepell diouzh ti he mamm; ha pa zegouezhas er porzh, ar c'hog, hag a oa kludet war ar puñs, a ganas:

»Kokoriko, hor plac'hig aour zo deut en-dro.«

Mont a reas neuze e-barzh an ti da-gaout he mamm, ha dre ma oa goloet-holl a aour, e voe degemeret mat ganti ha gant he c'hoar.

Kontañ a reas ar plac'h kement a oa c'hoarvezet ganti ha pa glevas ar vamm penaos e oa deut dezhi ur fortun ken bras, e fellas dezhi reiñ d'he merc'h all, an hini vil ha lezirek, kemend-all a chañs. Homañ a rankas mont da azezan 'tal kichen ar puñs; hag evit lakat gwad war he chegel, e pikas he bizied hag e vountas he dorn e-barzh ur bod-spern. Neuze e skoas he c'hegel er puñs hag e lammas d'he heul. Evel he c'hoar en em gavas en ur bradenn gaer hag e heulias ar memes hent. Pa erruas dirak ar forn e oa ar bara o huchal adarre : » Ac'h, tenn ac'hanon er-maez, tenn ac'hanon er-maez, peotramant e vin devet, peurboazh on abaoe pell amzer.« Met ar plac'h lezirek a respontas : »Evit en em louzañ marteze?« Ha hi war-raok. Nebeut goude ez erruas dirak ar wezenn karget a avaloù hag a huche: »Ac'h gra un hej dimp, gra un hej dimp, ni an avaloù zo erru darev holl asambles.« Hi, avat, a respontas: »Ha petra c'hoazh? Unan a c'hallfe kouezhañ war ma fenn.« Ha hi war-raok. Pa erruas dirak ti an itron Holle, n'he devoe ket aon rak klevet he doa anv eus he dent bras, ha diouzhtu ez eas en he servij.

En deiz kentañ e kemeras warni ober mat he labour ha sentiñ ouzh an itron Holle pa lavare dezhi un dra bennak, rak soñjal a rae en druilhad aour he dije da gaout diganti; en eil deiz, avat, e krogas da labaskennañ hag en trede deiz e voe gwashoc'h c'hoazh rak ne fellas ket dezhi dont er-maez eus he gwele da veure. Ne aozas ket ken gwele an itron Holl evel ma oa dleet ha ne hejas ket ken he flueg evit lakat ar pluñvennoù da zarnijal en aer. An itron Holle a yeas prestik skuizh ganti hag a roas dezhi an digouvi. Laouen e voe ar plac'h lezirek rak soñjal a rae e teuje an aour da gouezhañ warni evel glav. Kaset e voe ivez gant an itron Holle betek an nor-dal, met pa voe dindan ar volz, e-lec'h aour, e voe skuilhet warni ur gaoteriad peg-du. »Setu ar gopr evit da labour«, eme an itron Holle en ur serriñ an nor-dal. Ar plac'h lezirek a zistroas d'ar gêr goloet-holl a beg-du hag ar c'hog kludet war ar puñs, pa welas anezhi, a ganas:

»Kokoriko, setu hor plac'hig lous distro.«

Ar peg-du a chomas warni ha morse ne'z eas kuit keit ha ma voe bev.


Copyright© 2016 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh (all rights reserved).
www.dikhadak.eu