Disleberded

Heinrich Heine

Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

 

Ha war fallaat ez afe an Natur,
Tapet ganti techoù kazus Mab-den?
Plant ha loened 'oar bremañ, me 'zo sur,
Livañ gevier koulz ha n'eus forzh pe zen.

Ne gred ket din 've glan al lilïenn,
Ar barbellig ganti a c'hoari las,
A vouch dezhi a-greiz e nijadenn,
Ha setu aet gantañ he hini glas.

Eus elevez an itron velionenn,
Arabat komz din. Ar vleunienn frondus,
Gant he c'hwezh vat, a hoal hag a zedenn.
Ha dre guzh e soñj en ur vrud skedus.

Diskred am eus ivez war an eostig,
Hag-eñ e sant da vat ar pezh a gan?
Difronkañ 'ra un tammig re amplik,
Hag e fringol dre voaz, war a gredan.

Ar wirionez zo bremañ o steuziañ,
Ar fealded a dec'h kuit diouzh ar bed.
Ar chas 'oar c'hoazh fistoulat ha flaeriañ
Feal, siwazh, n'int ket mui tamm ebet.

 

D'am chas,
en ur c'houlenn pardon digante

Françoise Lermen

 

Ma daou vignon pevarzroadek,
N'on ket ali gant Heinrich kozh!
Bravoc'h 'vefe e varzhoneg
Hep droukkomzoù ar pempvet poz!

Met berzet 'vez ouzh un troer
Distresañ ster ar skrid orin,
Rak-se 'meus ranket, ma chas ker,
Skrivañ gevier en desped din.

Karantezus ha feal oc'h,
Se a zo gwir ha diarvar,
Ha pa vec'h flaerius 'vel daou vroc'h,
Frondus oc'h d'an hini ho kar!

Hag un dra vat 'vefe bremañ
Mont da bourmen d'ober titich,
'Lec'h prederiañ pelloc'h amañ
War kozh kaozioù ar paotr Heinrich!


Copyright© 2011 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh
www.dikhadak.eu