Al Lorelei

Heinrich Heine

Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

 

N'ouzon ket mat petra soñjal,
P'en em gav ken trist ma imor;
Ur vojenn eus un amzer all
Na da ket kuit diouzh ma memor.

Fresk eo an aer, noziñ a ra,
Ar Roen a red plaen war he aez,
Beg ar menez 'zo o lintrañ
Dindan skleur ruz an abardaez.

War an uhel, pebezh dudi,
Kaerañ plac'h bet gwelet gant den,
He braverioù aour o skediñ,
'Zo o kribañ he blev melen.

Gant ur grib aour e krib he blev,
Hag ur ganenn a zeu ganti;
Ur son estlammus he heklev,
Gant an nerzh-hud a sav diouti.

'N e vag vihan, ar bageer,
Taget trumm ha taer gant ar rec'h,
Ne sell ket ken ouzh ar reier,
Ne sell nemet du-hont ouzh krec'h.

Me 'gred e lonk, a-benn ar fin,
Ar gwagennoù skaf ha loman.
Pennkaoz da se, war a soñj din,
Eo al Lorelei gant he c'han.


Copyright© 2011 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh.
www.dikhadak.eu