Ar prosez

Franz Kafka

Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen


Savet eo bet an droidigezh-mañ diwar embannadur kentañ ar skrid orin bet moullet er bloavezh 1925, un nebeud mizioù goude marv Franz Kafka ha na felle ket dezhañ e vije embannet an dornskridoù a chomje en e ziwar-lerc'h.

Embannet int bet koulskoude, rak e vignon Max Brod ne oa ket evit gouzañv e vijent distrujet evel ma oa bet goulennet groñs gant Kafka. Dornskrid ar Prosez a oa e gwirionez ur strobad follennoù distag, lakaet en urzh ha kempennet evit an embann gant Max Brod hag a lezas a-gostez un nebeud pennadoù diglok. Hag evel-se e roas Franz Kafka d'al lennegezh alamanek, a-enep e youl, unan eus he fouezusañ romantoù, brudet hirie er bed a-bezh. Ur romant teñval ha pounner e aergelc'h, a-c'haoliad etre gwirion ha dreistgwirion, ma weler, hed-ha-hed e bajennoù, faltazi diroll ar skrivagner o c'haloupat hag o vreskenn e bed yen ha reut ar Justis, anavezet mat gant an doktor war ar Gwir a oa ivez eus Franz Kafka.

Françoise Lermen

Roll ar pennadoù

Kentañ pennad
   Harzet
 

Eil pennad
   Kentañ atersadenn
 

Trede pennad
   Er sal-emvod goullo - ar studier - ar burevioù
 

Pevare pennad
   Mignonez an dimezell Bürstner
 

Pempvet pennad
   Ar fuster
 

C'hwec'hvet pennad
   An eontr - Leni
 

Seizhvet pennad
   Alvokad  - Embregour - Livour
 

Eizhvet pennad
   Ar marc'hadour Block - An alvokad digouviet
 

Navet pennad
   En Iliz-veur
 

Dekvet pennad
   Dibenn
 

STAGADENN  

Ar prokulor  

Da di Elsa  

Ar stourm ouzh an eilrener  

Ar savadur  

Gweladenn d'e vamm  

Ur pennadig bihan  

 





Kentañ pennad
   Harzet 

Sur a-walc'h e oa bet labezet Josef K. gant unan bennak, rak ur beurevezh, daoust ma n'en doa graet netra fall, e voe harzet. Keginerez an itron Grubach, e lojerez, hag a zeue bemdez da eizh eur da zegas e zijuni dezhañ, ne zeuas ket er beure-se. Morse ne oa c'hoarvezet ur seurt tra. Gortoz a reas K. ur pennadig ha diwar e c'houbenner e welas ar vaouez kozh eus an ti rag-enep oc'h arvestiñ outañ gant selloù ranell, digustum a-grenn eus he ferzh. Neuze, sebezet ha naonek war un dro, e sonas ar c'hloc'h. Kerkent e voe skoet ouzh an nor hag un den na oa bet gwelet biskoazh gantañ en ti a zeuas tre. Mistr e oa ha frammet-mat koulskoude, paket strizh en urvantell zu stardet gant ur gouriz ha pourvezet, evel ar gwiskamantoù beaj, eus a bep seurt plegoù, godelloù, bloukoù ha nozelennoù; ur vantell aes-kaer e seblante bezañ gant an holl draoù-se, daoust ma ne oa ket gwall sklaer da betra e oant mat. »Piv oc'h?« a c'houlennas K. en ur sevel en e goazez war e wele. Van ebet ne reas an den ouzh ar goulenn, evel pa vije bet ret asantiñ d'e weladenn, ha d'e dro e lavaras: »Sonet ho peus ar c'hloc'h?« - »Poent eo da Anna degas din ma dijuni« eme K. hag a glaske, sioulik-kaer, dre boellata ha prederiañ, dont a-benn da c'houzout piv oa an den-se. Hemañ, avat, ne chomas ket gwall bell dirak e selloù. Treiñ a reas war-du an nor hag e tamzigoras anezhi evit lavaret d'un den hag a oa evit doare a-drek dezhi: »Goulenn a ra e teufe Anna da zegas e zijuni dezhañ.« Ur c'hoarzhig a savas er gambr 'kichen, gant ur son hag a roe da zamgrediñ e c'halle bezañ bet laosket gant meur a zen. Neuze, daoust ma ne c'halle ket gouzout muioc'h eget a-raok, e lavaras an den dizanav da K. war don ur gemennadenn »N'eo ket posupl!«. - »Setu doareoù nevez« eme K., hag eñ lammat e-maez e wele ha gwiskañ prim-ha-prim e vragoù. »Me 'fell din gwelet peseurt tud zo e-kichen ha pe zigarez vo kavet gant an itron Grubach evit displegañ din ar perag eus an trubuilh-mañ.« Diouzhtu e teuas spered dezhañ ne zleje ket bezañ distaget seurt komzoù a vouezh uhel, rak en un doare e roe d'an estren ar gwir da emellout en e vuhez, met kavout a reas dezhañ ne oa ket gwall bouezus evit ar mare. Ha koulskoude e oa bet komprenet e gomzoù evel-se gant an estren, rak hemañ a lavaras: »N'ho peus ket c'hoant, kentoc'h, da chom amañ?« - »N'em eus c'hoant na da chom amañ na da glevet ho komzoù keit ha n'ho po ket lavaret din piv oc'h.« - »Ne soñjen nemet en ho mad«, eme an estren en ur zigeriñ an nor a-c'hrad-vat. Er gambr 'kichen, ma antreas K. enni gorrekoc'h eget na felle dezhañ, e seblante pep tra, diwar ar sell kentañ, bezañ chomet hogozik evel ma oa en derc'hent d'abardaez. Sal-degemer an itron Grubach e oa, hag er sal-se, leun a arrebeuri, a doubieroù, a ballennoù, a vitrakoù porselen hag a luc'hskeudennoù, e oa marteze un tamm muioc'h a lec'h eget kustum, met se ne oa ket anat diouzhtu; seul nebeutoc'h ma oa ar brasañ kemm c'hoarvezet er sal da lakat war gont bezañs un den azezet e-tal ar prenestr digor gant ul levr ma savas raktal e sell diwarnañ. »Dleet e oa deoc'h bezañ chomet en ho kambr!« emezañ, »n'en deus ket Franz lavaret se deoc'h?« - »Geus, ha petra fell deoc'h?« eme K., en ur zistagañ e zaoulagad diouzh e anaoudegezh nevez evit sellet ouzh an den anvet Franz chomet e toull an nor, ha treiñ adarre e selloù war-du egile. Dre ar prenestr digor e voe gwelet ur wech c'hoazh ar vaouez kozh, deut bremañ betek he frenestr evit derc'hel da arvestiñ ouzh pep tra, broudet da vat gant debron-gouzout ar re gozh. »Fellout a ra din gwelet an itron Grubach«, eme K. gant ur fiñv trumm, evel evit tec'hout diouzh krabanoù an daou zen hag a oa pell dioutañ koulskoude; neuze e klaskas mont war-raok. »Nann«, eme an den azezet 'tal kichen ar prenestr en ur stlepel e levr war un daolig hag en ur vont en e sav. »Ne c'hallit ket mont kuit, harzet oc'h.« - »Setu ar pezh a seblant din«, eme K. Hag evit pe abeg 'ta? a c'houlennas neuze. »N'omp ket karget d'hen lavaret deoc'h. Kit d'ho kambr ha gortozit. Digoret eo bremañ ar prosez ha gouzout a reoc'h pep tra pa vo deut ar c'houlz. Mont a ran dreist harzoù ma c'harg pa gomzan ken hegarat ganeoc'h. Emichañs n'eus den amañ ouzh ma c'hlevet, estreget Franz hag a zo eñ ivez hegarat ouzhoc'h en desped d'an holl reolennoù. Ma talc'hit da gaout kement a chañs hag ho peus bet gant ar warded dibabet evidoc'h, e c'hallit bezañ leun a fiziañs. C'hoant en doa K. da azezañ, met gwelet a reas ne oa azezenn ebet er gambr a-bezh, nemet ar gador 'tal kichen ar prenestr. »Meizañ a reoc'h c'hoazh pegen gwir eo kement-se holl«, eme Franz en ur vont betek ennañ e-ser an den all. Hemañ diwezhañ, dreist-holl, a oa mentet kalz uheloc'h eget K. hag alies e roe taolioùigoù dezhañ war e skoaz. An daou zen a ensellas roched-noz K. hag a lavaras e oa ret dezhañ gwiskañ bremañ ur roched kalz falloc'h, met mirout a rajent evitañ e roched, kenkoulz hag ar peurrest eus e lienaj, ha ma troje e afer da vat e vije adroet pep tra dezhañ. »Gwell eo deoc'h reiñ ho traoù dimp-ni eget o lakat er mirlec'h«, emeze, »rak er mirlec'h e c'hoarvez alies laeroñsioù hag ouzhpenn-se, e vez gwerzhet an traoù goude ur pennad amzer hep ma vije gouezet pe echu eo ar prosez pe n'eo ket. Hag ur pennad brav a amzer e c'hall padout seurt prosezioù, dreist-holl er mareoù-mañ! Arc'hant ar werzh a vije roet deoc'h gant ar mirlec'h, evel-just, met ne vez ket tennet kalz a arc'hant eus seurt gwerzhioù, rak n'eo ket ar c'hinnigoù a ra ar prizioù, ar manegadoù an hini eo; hag ouzhpenn-se e koazh ar gounidoù a vloaz da vloaz, en ur dremen eus an eil dorn d'egile. Ne reas ket K. nemeur a van ouzh ar c'homzoù-se rak ar gwir, hag a oa bepred e hini emichañs, d'ober eus e draoù pezh a gare, ne oa ket gwall bouezus d'e veno; kalz talvoudusoc'h e oa dezhañ degas sklêrijenn war ar blegenn m'en em gave enni, met gant an dud-se war e dro ne c'halle ket en em soñjal; santout a rae bepred kof an eil gward - ar re-se ne c'hallent bezañ nemet gwarded - o tont da stekiñ outañ en un doare damhegarat, met pa save e selloù e wele un dremm ha na glote ket gant ar c'hof tev-se, un dremm sec'h hag askornek, ur pezh fri plantet a-dreuz enni, oc'h eskemm dreist e benn keloioù gant ar gward all. Peseurt tud oa ar re-se? Peseurt kaoz oa gante? A-berzh pe velestradurezh e oant deut? Bevañ a rae K. en ur Stad a wir, e pep lec'h e rene ar peoc'h, diazezet-mat e oa an holl lezennoù; piv 'ta a grede kouezhañ warnañ en e lojeiz? A-viskoazh e oa bet techet da welet an traoù war o zu mat, ne grede er gwall nemet pa gouezhe ar gwall warnañ ha ne gemere ket a ziarbennoù a-benn an amzer-da-zont, zoken pa ginnige an traoù treiñ da fall. Ur seurt emzalc'h, avat, ne seblante ket bezañ reizh amañ; moarvat e vije tu da grediñ ne oa an darvoud-mañ nemet ur bourd, ur mell bourd graet dezhañ evit abegoù amsklaer gant e genseurted eus ar bank, marteze dre ma tegouezhe hirie tregontvet  deiz e c'hanedigezh; posupl e oa, evel-just, ha marteze e vije trawalc'h dezhañ c'hoarzhin en ur mod bennak ouzh fas ar warded evit o lakat da c'hoarzhin gantañ; marteze e oa anezhe darbarerien eus korn ar straed rak ne oant ket droukheñvel diouzh ar re-se - met divizet en doa evelkent, koulz lavaret goude bezañ gwelet ar gward Franz evit ar wech kentañ, ne lezje ket da vont da goll an disterañ tra hag a c'hallje reiñ dezhañ an tu-gounit war an dud-se. Klevet lavaret goude-se n'en doa ket komprenet ar bourd, a oa evit K. ur riskl gwall zister, met dalc'het en doa soñj - daoust ma ne gustume ket tennañ kentel eus ar pezh a c'hoarveze gantañ - eus un nebeud degouezhioù, dibouez dreze o-unan, met kentelius koulskoude, rak er c'hontrol eus e vignoned, en doa bet un emzalc'h dievezh-kaer en degouezhioù-se, diseblant ouzh ar pezh a c'hallje dont da heul, ha kastizet e oa bet end-eeun dre ar pezh a oa deut da heul. An dra-se ne c'halle ket c'hoarvezout adarre, da vihanañ ne c'halle ket c'hoarvezout en dro-mañ; ma oa kement-se holl ur farsadenn, e oa prest da c'hoari e roll.

Dieub e oa c'hoazh. »Gant hoc'h aotre«, emezañ, hag eñ d'en em silañ a-herr etre an daou ward betek e gambr. - »Fur eo evit doare«, a glevas lavaret a-drek e gein. Ur wech en e gambr e tigoras a-flav tiretennoù e daol-skrivañ; urzhiet-mat e oa pep tra enne, met trubuilhet evel ma oa ne c'hallas ket kavout diouzhtu ar paperioù a oa o klask. A-benn ar fin e kavas kartenn-varilh e varc'h-houarn hag e soñj kentañ a voe  hediskouez d'ar warded met re zibouez e seblantas dezhañ ar paper-se, ha setu ma talc'has da furchal betek kavout e desteni-ganedigezh. Dres pa oa o tistreiñ d'ar gambr all e voe digoret an nor rag-enep hag an itron Grubach a reas an asvan da antreal. Ne voe gwelet nemet e-pad ur par berr, rak diouzhtu pa anavezas K., e tiskouezas bezañ nec'het-bras, en em zigareziñ a reas hag e steuzias en ur serriñ an nor gant kalz a evezh. A-vec'h m'en doa bet K. amzer da lavaret »Deuit tre«. Neuze e chomas e-kreiz ar gambr gant e baperioù en e zorn, e selloù paret war an nor serret, ken na voe diabafet trumm gant ur galv laosket gant ar warded azezet ouzh an daolig e-tal ar prenestr digor, hag a zebre brav-mat e zijuni, evel ma wele K. bremañ.   »Perak n'eo ket antreet?« a c'houlennas K. »N'he deus ket droed«, eme ar gward uhelventet. »Harzet oc'h.« - »Perak 'ta on harzet? Hag er mod-se end-eeun?« - »Krog oc'h adarre«, eme ar gward en ur soubañ un tamm bara 'mann en ur podadig mel. »Ne respontomp ket da seurt goulennoù.« - »Ret mat e vo deoc'h respont«, eme K. »Setu amañ ma faperioù, diskouezit din bremañ ho re ha dreist-holl an urzh-herzel.« - »Ma Doue benniget!« eme ar gward. Evit doare n'oc'h ket gouest da blegañ d'ho planedenn ha mennet oc'h d'hon hegasiñ evit netra, daoust dimp da vezañ bremañ, moarvat, ar re nesañ deoc'h e-touez an holl dud er bed!« - »Evel-se emañ kont, ma c'hredit«, eme Franz, hag e-lec'h kas d'e c'henoù an tasad kafe a oa gantañ en e zorn e taolas war K. ur sell hir, leun a ster moarvat, met digomprenus koulskoude. Hep rat dezhañ e krogas K. da eskemm selloù gant Franz ha neuze, en ur stekiñ gant e viz ouzh e baperioù e lavaras: »Setu amañ ma zestenioù.« - »Petra vern dimp ho paperioù?« a huchas ar gward uhelventet. En em ren a rit gwashoc'h eget ur bugel. Petra fell deoc'h? Krediñ a ra deoc'h e c'hallit kas buanoc'h ho prosez daonet da benn en ur gaozeal ganimp-ni, ho kwarded, eus testenioù hag urzhioù-herzel? Implijidi a renk izel omp-ni ha n'ouzomp ket kalz diouzh an testenioù; tra ebet n'hon eus d'ober en hoc'h afer, nemet evezhiañ ouzhoc'h dek eurvezh bemdez ha bezañ paeet evit se. Setu petra omp, tra ken. Met gouest omp da c'houzout koulskoude e vez bepred goulennet gant renerien ar velestradurezh uhel ma'z omp e gopr ganti, titouroù resis diwar-benn an abegoù a vez da herzel un den, koulz ha diwar-benn an den e-unan, a-raok reiñ urzh d'e herzel. N'eus fazi ebet amañ. Hor melestradurezh, evit ar pezh a anavezan diouti, ha n'anavezan nemet an derezioù izelañ, ne glask ket ar gwall e-touez ar boblañs; bez' e vez, evel ma lavar al lezenn, desachet gant ar gwall ha rankout a ra hon dileuriañ-ni, gwarded. Al lezenn eo. E pelec'h e c'hallfe bezañ ur fazi?« - »N'anavezan ket al lezenn-se« eme K. Gwazh a-se evidoc'h«, eme ar gward. N'eus anezhi moarvat nemet en ho pennoù«, eme K., c'hoant dezhañ d'en em silañ e soñjoù ar warded, d'o zreiñ a-du gantañ pe d'ober e blas enne. Met ar gward a lavaras, reut an tamm anezhañ: »Damantiñ a raio deoc'h.« Franz a zeuas war e gaoz hag a lavaras: »Sell, Willem, anzav a ra ne anavez ket al lezenn ha war un dro e lavar  dimp bezañ digablus.« - »Ar gwir zo ganit, met aner eo klask lakat hemañ da intent un dra bennak«, eme egile. K. ne respontas ket; daoust ha ret e vefe din, a soñjas, lezel implijidi a renk izel - ha setu ar pezh ez int herveze o-unan - da zerc'hel d'am strafuilhañ gant o randonerezh? Komz a reont, forzh penaos, eus traoù na gomprenont tamm ebet. N'eus nemet o diskiantegezh a c'hall reiñ dezhe kement a emfiziañs. Un tamm kaoz gant un den a-renk ganin a zegaso kalz muioc'h a sklêrijenn eget hirañ prezegennoù ar re-mañ. Kregiñ a reas da vonedoneañ dre tachadoù dieub ar gambr hag e welas, en tu all d'ar straed, ar vaouez kozh krog a-dro-vriad en ur c'hripon kalz koshoc'h c'hoazh hag he doa stlejet d'he heul betek ar prenestr. Ret e oa da K. lakat fin d'an abadenn: »Ma c'hasit davet ho rener«, emezañ. »Pa blijo gantañ, ket abretoc'h«, eme ar gward anvet Willem. »Ha bremañ,« a lavaras c'hoazh,  »hoc'h aliañ a ran da vont d'ho kambr, da reiñ peoc'h, ha da c'hortoz ar pezh a vo divizet diwar ho penn. Un ali all a roomp deoc'h: Arabat lezel soñjennoù didalvez da ziheñchañ ho spered; dastumit kentoc'h ho nerzh, rak goulennet e vo kalz diganeoc'h. N'ho peus ket graet brav dimp en desped d'ar vadelezh hon eus-ni diskouezet en ho keñver. Ankouaet ho peus ez omp-ni - forzh petra a c'hallomp bezañ a-hend-all - tud dieub, da vihanañ bremañ e-skoaz deoc'h, pezh a ro dimp un tamm mat a lañs warnoc'h. Met prest omp koulskoude, ma'z eus arc'hant ganeoc'h, da zegas deoc'h un tamm dijuni eus ar c'hafedi.«

Hep respont d'ar c'hinnig e chomas K. difiñv en e sav e-pad ul lajadig. Marteze, ma'z afe da zigeriñ dor ar gambr all pe dor ar rakkambr zoken, ne gredfe ket an daou ward herzel outañ, ha mont betek ar par pellañ oa moarvat gwellañ tra d'ober evit diskoulmañ ar gudenn. Met paket e vije gante marteze hag ur wech trec'het e kollje kement tra hen lake c'hoazh, en ur mod, da vezañ dreist dezhe. Rak-se e tibabas lezel red naturel an darvoudoù da ziskoulmañ ar gudenn en un doare suroc'h evitañ hag e tistroas d'e gambr hep na vije bet lavaret ur gomz muioc'h, na gantañ na gant ar warded.

En em deurel a reas war e wele hag e tapas, diwar an daol-emwalc'hiñ, un aval kaer hag en doa laket a-gostez, dec'h da noz, evit e zijuni. Bremañ e oa an dra nemetañ en doa da zebriñ, met evel m'en doa merzet en ur lonkañ ur mell begad dioutañ, e oa kalz gwelloc'h eget an dijuni a c'hallje bezañ bet degaset dezhañ eus ar c'hafedi kramennek dre vadelezh ar warded. En em santout a rae seder ha leun a fiziañs; evit ar beure, evel-just, ne c'halle ket mont d'ar bank d'ober e labour, met gant ar garg peuzuhel a oa e hini, e vije digarezet aes a-walc'h. Daoust hag-eñ ne vije ket gwelloc'h dezhañ disklêriañ an digarez gwirion? E-sell e oa d'hen ober ha ma ne vije ket kredet, pezh a oa aes da gompren en ur seurt degouezh, e c'hallje kemer an itron Grubach da dest, pe an daou gozhiad eus an ti all hag a oa sur-mat o kerzhout bremañ war-du ar prenestr rag-enep. Souezhet e oa K., pe kentoc'h, pa wele an traoù diouzh savboent ar warded, e kave souezhus bezañ bet kaset gante d'e gambr ha lezet enni e-unan-penn, pa c'halle dibab etre dek doare d'en em zistrujañ. War un dro e klaske ivez gouzout, diouzh e savboent dezhañ er wech-mañ, peseurt abeg en dije d'hen ober. Marteze peogwir e oa azezet an daou-se er gambr 'kichen hag abalamour m'o doa c'hwibet e zijuni? Ken diboell e vije bet en em zistrujañ ma ne vije ket bet gouest d'hen ober goude m'en dije bet c'hoant. Ma ne vije ket bet anat pegen berr e oa spered ar warded, e vije bet tu da grediñ o doa bet int ivez an hevelep mennozh ha ne gavent ket eta risklus e lezel e-unan-penn. Bez' e c'hallent bremañ, m'o doa c'hoant, e welet o vont betek un armel-voger ma vire enni ur voutailhad gwin-ardant mat, o lonkañ ur werennad e-lec'h e zijuni, hag o tiskenn c'hoazh un eil gwerennad d'en em gennerzhañ, e ken kaz ma vije ret dezhañ kaout nerzh.

Neuze, e voe ken spontet gant ur galv o tont eus ar gambr all ma stokas e zent ouzh ar werenn. »An evezhier ho kalv!« a voe huchet. Ne oa bet spontet nemet gant an huchadenn, un huchadenn-soudard berr ha mentadet, eus ar seurt n'en dije ket bet soñj da lakat war gont ar gward Franz. An urzh hec'h-unan a oa deut-mat dezhañ. »Erfin!« a huchas en-dro, hag eñ serriñ diouzhtu an armel-voger ha hastañ afo etrezek ar gambr all. Aze e kavas an daou ward hag a c'hourc'hemennas dezhañ, evel pa vije bet se un dra anat, distreiñ diouzhtu d'e gambr. »Petra a grog ennoc'h?« a yudas ar warded »E korf ho roched e fell deoc'h mont davet an evezhier? Reiñ a raio urzh d'ho fustañ ha d'hor fustañ ni ivez war un dro!« - »Laoskit-me, ha kerzhit gant ar foeltr!« a huchas K. hag a oa bet poulzet dija betek e armel-dilhad, »ma kouezhit warnon, ha me c'hoazh em gwele, ne c'hallit ket bezañ engortoz d'am c'havout gwisket gant dilhad-gouel.« - »Aner eo«, eme ar warded hag a wiske, ken lies gwech ma huche K., un neuz habask, hogozik trist, pezh a strafuilhe K., pe hen lake da sioulaat tamm pe damm. »Na setu lidoù droch!« a c'hrozmolas c'hoazh en ur dapout diwar ur gador ur porpant hag a savas er vann gant e zaou zorn evel evit goulenn o ali digant ar warded. Hejañ a rejont o fennoù. »Ur porpant du ho peus ezhomm«, emeze. War-se e taolas K. e borpant d'an douar hag e lavaras - hep gouzout e-unan da be vad e lavare an dra-se: »N'omp ket c'hoazh o vont d'ar breudoù pennañ.« Mousc'hoarzhin a reas ar warded hep distreiñ diwar o meno: »Ur porpant du ho peus ezhomm.« - »Mat eo din, ma c'hallan lakat  evel-se an traoù da vont buanoc'h war-raok«, eme K., en ur zigeriñ e-unan an armel-dilhad; furchal a reas e-pad pell e-touez ar gwiskamañchoù niverus, dibab a reas e wellañ pezh-dilhad du, ur chupenn hag he doa, dre he zailh, damsebezet e vignoned, ha goude bezañ tennet er-maez ur roched all e stagas d'en em wiskañ gant aked. Krediñ a rae e-kuzh e oa deut a-benn da lakat an traoù da vont buanoc'h war-raok dre m'o doa disoñjet ar warded e rediañ da vont d'ar sal-emwalc'hiñ. Sellet a rae oute gant evezh evit klask gouzout hag-eñ ne zeuje ket ar soñj-se en o fenn met evel-just ne voe tamm keloù ebet eus gwalc'hiñ; diouzh an tu all, avat, ne zisoñjas ket Willem reiñ urzh da Franz da gemenn d'an evezhier e oa K. oc'h en em wiskañ.

Ur wech peurwisket, e rankas K., gant Willem ouzh e heuliañ a-dost, treuziñ ar gambr 'kichen, hag a oa bremañ goullo, evit mont d'ur gambr all, digor-frank dija an nor warni. Er gambr-se, evel ma ouie ervat, e loje abaoe nebeut amzer an dimezell Bürstner, ur skriverez hag a gustume mont beure-mat d'he labour ha distreiñ diwezhat d'ar gêr; ganti n'en doa eskemmet K. nemet un nebeud saludoù. He zaolig-noz a oa bet distoket diouzh he gwele ha laket e-kreiz ar gambr evit talvezout da daol-vurev; azezet e oa an evezhier outi, e zivhar kroaziet gantañ hag ur vrec'h astennet war gein e gador.

En ur c'horn eus ar gambr, e oa tri den yaouank o sellet ouzh luc'hskeudennoù an dimezell Bürstner, renket war ul lienenn speget ouzh ar voger. Ouzh dornell ar prenestr digor e oa ispilhet ur gorfenn wenn. An daou gozhiad a oa adarre e toull ar prenestr rag-enep, met kresket e oa ar gompagnunezh rak a-drek dezhe e oa un den, kalz brasoc'h, gwisket gant ur roched digor war e vruched, hag a wee-diwee etre e vizied e vouchig-barv melen-ruz. »Josef K.?« a c'houlennas an evezhier, marteze netra nemet evit sachañ warnañ selloù dievezhiek K. Un hej a reas K. d'e benn. »Souezhet-bras oc'h gant an darvoudoù c'hoarvezet er beure-mañ?« a c'houlennas c'hoazh en ur zilec'hiañ gant e zaou zorn an nebeud traoù a oa war an daolig-noz: ur c'houlaouenn-goar gant alumetez, ul levr hag ur garreledenn, evel p'en dije bet ezhomm eus an traoù-se evit digeriñ an dalc'h. »Evel-just«, eme K., hag un drugar e voe dezhañ en em gavout erfin a-dal d'un den poellek ha gallout komz gantañ eus e afer - »Evel-just on souezhet, met n'on e nep doare souezhet-bras.« - »N'oc'h ket souezhet-bras?« a c'houlennas an evezhier en ur lakat ar c'houlaouenn-goar e-kreiz an daolig hag en ur strollañ an traoù all en-dro dezhi.  »Treuzkomprenet ho peus ma c'homzoù, marteze,« a lavaras K. gant hast. »Me fell din lâret...« - amañ e chomas a-sav gant e gaoz hag e klaskas ur gador gant e zaoulagad. »Bez' e c'hallan azezañ?« a c'houlennas. »N'emañ ket ar c'hiz«, a respontas an evezhier.  »Me fell din lâret«, eme K., hep chom sac'het en dro-mañ, »souezhet-bras on end-eeun, met neb a zo abaoe tregont vloaz war an douar hag en deus ranket, eveldon-me, ober e dreuz er vuhez e-unan-penn, a zeu da vezañ kalet ouzh ar souezhadennoù ha ne vez ket re strafuilhet gante. Dreist-holl gant ar re evel an hini c'hoarvezet hirie. »Perak an hini c'hoarvezet hirie?« - »Ne fell ket din lavaret e welan an afer-mañ evel ur bourd,« eme K. »re a charre, d'am soñj, zo bet graet en-dro dezhi evit ma c'hallfen krediñ an dra-se. Ret e vefe da holl annezidi an ti-lojañ, ha deoc'h ivez, bezañ kennlodek, pezh a yafe en tu-hont d'ur bourd. Rak-se, ne fell ket din lavaret ez eo ur bourd.« - »Ar gwir zo ganeoc'h«, eme an evezhier en ur gontañ pet alumetezenn a oa er voest. »Met diouzh an tu all«, a gendalc'has K. en ur gomz ouzh an holl - karet en dije komz ivez ouzh an tri a oa o sellet ouzh al luc'hskeudennoù - diouzh an tu all e c'hall an afer-mañ bezañ ivez dibouez a-walc'h. Soñjal a ran se o vezañ ma'z on laket dindan damall, ha koulskoude ne welan ket peseurt drougober a c'hallfe bezañ rebechet din. Met se n'eo ket kalz a dra, ar goulenn pennañ eo: gant piv on bet tamallet? Pe velestradurezh a ren ar prosez? Ha kargidi oc'h-c'hwi? Hini ebet ac'hanoc'h ne zoug ul lifre, nemet ober a rafec'h ul lifre eus ho kwiskamant«, emezañ en ur dreiñ war-du Franz, »met ur vantell veaj eo kentoc'h. Gortoz a ran ur respont sklaer d'am goulennoù, ha sur on e c'hallimp goude kimiadiñ en un doare hegarat.« Skeiñ a reas an evezhier ar voestad alumetez war an daol. »Ur fazi bras a rit«, emezañ. »An aotrounez-mañ ha me, n'hon eus nemet ur perzh dister en hoc'h afer, n'ouzomp koulz lavaret netra diwar he fenn. Ha pa vefe ganimp lifreoù eus ar reishañ, ne vefe ket falloc'h an traoù evidoc'h. Ne c'hallan ket lavaret deoc'h zoken ez oc'h tamallet, pe kentoc'h n'ouzon dare ha tamallet oc'h. Harzet oc'h, gwir eo; muioc'h eget se n'ouzon ket. Marteze o deus randonet ar warded traoù all, met randonerezh eo kement-se holl, tra ken. Ha daoust ma ne respontan ket d'ho koulennoù, e c'hallan koulskoude reiñ un ali deoc'h: soñjit nebeutoc'h ennomp-ni hag er pezh a c'hoarvezo ganeoc'h, soñjit kentoc'h un tamm muioc'h ennoc'h hoc'h-unan. Ha na embannit ket re uhel ez oc'h didamall; kement-se a wast ar skeudenn - dereat a-walc'h a-hend-all - a roit diouzhoc'h hoc'h-unan. Ha mat e vefe deoc'h ivez derc'hel muioc'h war ho komzoù rak hogozik kement tra ho peus lavaret a vije deut war wel dre hoc'h emzalc'h, goude ma n'ho pije lavaret nemet un nebeud gerioù; ouzhpenn-se ne oa ket gwall spletus evidoc'h.«

K. a sellas a-bann ouzh an evezhier. Skol a oa bet graet dezhañ gant un den hag a oa marteze yaouankoc'h egetañ? Pouilhet e oa bet evit bezañ komzet fraezh? Ha ne ouie ket c'hoazh perak e oa bet harzet, na gant piv e oa bet roet urzh d'e herzel? Kregiñ a reas da zihabaskaat, da vont ha da zont hep na glaskje den herzel outañ; sevel a reas beg e vilginoù, tastornat e vruched, ober ur c'hempenn d'e vlev, tremen e-biou d'an tri aotrou en ur lavaret: »'Dalv ket ar boan«, pezh a reas d'ar re-mañ treiñ o fenn ha parañ warnañ selloù hegarat met dic'hoarzh; a-benn ar fin, e chomas a-sav dirak taol an evezhier. - »Ar prokulor Hasterer zo mignon mat din«, emezañ, »bez' e c'hallan pellgomz dezhañ?« - »Ya, sur«, eme an evezhier, »met n'ouzon ket da betra e c'hallfe talvezout, nemet ho pefe da gomz gantañ eus un afer brevez bennak.« - »Da betra e c'hallfe talvezout?« a huchas K., muioc'h a saouzan ennañ eget a zroug. »Piv oc'h-c'hwi? Komz a rit eus talvoudegezh hag e kasit en-dro didalvoudusañ abadenn a c'hall bezañ. Peadra da lakat ar vein da ouelañ! An aotrounez-se a zo kouezhet war ma choug da zigentañ, ha bremañ emaint amañ en o c'hoazez pe en o sav ha ma leuskel a reont d'ober ar marc'h-sirk dirakoc'h. Da betra e talvezfe pellgomz d'ur prokulor, pa'z on sañset bezañ harzet? Mat, ne bellgomzin ket.« - »Grit«, eme an evezhier en ur astenn e zorn war-du ar rakkambr e-lec'h ma oa ar pellgomzer, »pellgomzit, mar plij.« - »Nann, n'em eus ket c'hoant ken«, eme K. en ur vont betek ar prenestr. An dud en tu all d'ar straed e oa c'hoazh en o frenestr ha n'eo nemet pa zeuas K. tostoc'h ouzh e brenestr m'en em santjont un tammig direnket en o arvestadenn. Ar re gozh a fellas dezhe sevel, met sioulaet e voent gant an den a oa a-drek dezhe. »Du-hont ez eus ivez arvesterien«, a huchas K. a vouezh uhel d'an evezhier en ur ziskouez gant e viz ar prenestr rag-enep. »Tec'hit aleshont«, a hopas warne. An tri a reas un nebeud kammedoù a-dreñv, hag an daou gozh en em gavas zoken a-drek an den all, koachet gant e gorf ledan; e vuzelloù fiñv-difiñv a roe lec'h da grediñ e oa o kontañ dezhe kaozioù digomprenus eus a-bell. Ne steuzjont ket da vat; gortoz a raent, evit doare, ar momed ma c'halljent tostaat adarre ouzh ar prenestr hep bezañ gwelet. »Tud divergont ha divezh!« eme K., en ur dreiñ war-du an diabarzh. Seblantout a rae an evezhier bezañ ali gantañ evel ma soñjas K. goude bezañ silet dre laer un taol-lagad war-du ennañ. Met marteze ivez n'en doa ket selaouet rak derc'hel a rae e zorn peget war an daol ha seblantout a rae keñveriañ hirder e vizied. Azezet e oa an daou ward war ur c'houfr goloet gant ur pallenn rikamanet ha frotañ a raent o daoulin. An tri den yaouank, o daouarn gante war o divlez, a daole selloù goullo en-dro dezhe. Sioul e oa ar gambr, evel n'eus forzh pe vurev ankouaet. »Bremañ, aotrounez«, a huchas K., en ur soñjal e-pad ur par berr e touge-eñ an holl anezhe war e choug, »diouzh gwelet an tres a zo warnoc'h, e tlefe bezañ echu ma afer. Ali on e vefe gwelloc'h paouez da valañ soñjoù diwar-benn reizhder pe zireizhder ho toareoù-ober ha klozañ an afer-mañ dre gaer, gant stardadennoù-dorn. Ma'z oc'h ali ganin, neuze me ho ped...« hag ez eas betek taol an evezhier en ur astenn e zorn dezhañ. An evezhier a savas e zaoulagad hag a sellas ouzh dorn astennet K. en ur zantañ e vuzelloù; K. a soñje bepred en dije stardet e zorn dezhañ. Hemañ, avat, a savas diwar e gador, a dapas un tog kalet ha ront diwar gwele an dimezell Bürstner, hag hen lakat a reas war e benn gant e zaou zorn, evel pa vije oc'h esaeañ un tog nevez. »Na pegen plaen e seblant pep tra deoc'h!« emezañ da K., »dleet e vefe dimp klozañ an afer-mañ dre gaer, hervezoc'h? Nann, nann, n'eo ket posupl. A-hend-all ne fell ket din lavaret e rankit koll pep spi. Nann, evit pe abeg? Harzet oc'h, tra ken. Setu ar pezh am boa da lavaret deoc'h, hen lavaret em eus, ha gwelet em eus ivez penaos ho peus kemeret an dra. Trawalc'h eo eta evit hirie, bez' e c'hallomp kimiadiñ an eil diouzh egile, betek gwelet da vihanañ. Met c'hoant ho peus marteze da vont bremañ d'ar bank?« - »D'ar bank? Soñjal a raen e oan harzet« eme K. war un ton dichek a-walc'h, rak daoust ma n'en doa ket pleget an evezhier da stardañ e zorn dezhañ, en em sante nebeutoc'h-nebeutañ e dalc'h an holl dud-se, dreist-holl goude ma oa aet an evezhier en e sav. C'hoari a rae gante. E-sell e oa, e ken kaz ez afent kuit, da vont d'o heul betek an nor-dal ha da c'houlenn digante bezañ harzet. Setu perak e lavaras: »Penaos e c'hallfen mont d'ar bank pa'z on harzet?« - »Ac'hanta!«, eme an evezhier hag a oa dija e-kichen an nor, »N'ho peus ket komprenet mat. Harzet oc'h evel-just, met se ne zle ket mirout ouzhoc'h d'ober ho micher, ha ne zle ket kennebeut direnkañ ho puhez pemdeziek. »Neuze n'eo ket ur gwall afer bezañ harzet«, eme K. en ur dostaat ouzh an evezhier. »Biskoazh n'em eus lâret e vefe«, eme hemañ. »Gant se, ne seblant ket zoken e vije bet ret-groñs kemenn din e oan harzet«, eme K. en ur vont un tammig tostoc'h. Tostaet e oa ivez ar re all. Tolpet-strizh e oa bremañ an holl e-kichen an nor. »Ma dever e oa«, eme an evezhier. »Un dever diboell«, eme K. dibleg. »Marteze a-walc'h«, a respontas an evezhier, »met arabat koll hon amzer gant seurt kaozioù. Soñjet em boa ho poa c'hoant da vont d'ar bank. Ha peogwir o deus ar gerioù kement a bouez evidoc'h, e lavarin c'hoazh: ne glaskan ket ho redian da vont d'ar bank, soñjet em boa hepken ho poa c'hoant da vont. Evit aesaat deoc'h an traoù ha reiñ tu deoc'h da zistreiñ d'ar bank hep sachañ re a evezh warnoc'h, em eus laket an tri aotrou-mañ, tri c'henseurt deoc'h, en ho servij.« - »Petra?« a huchas K. en ur zisloagal ouzh an tri den. An dud yaouank-mañ, dister ha diwad, hag a adwele en e eñvor strollet en-dro d'al luc'hskeudennoù a oa, gwir eo, implijidi eus ar bank, met lavaret e oant kenseurted dezhañ a oa mont re bell; gant-se ne oa ket peurglok titouroù an evezhier, hogen implijidi izel eus ar bank e oant koulskoude. Perak n'en doa ket taolet K. pled oute? Ken dalc'het e oa e evezh gant ar warded ma n'en doa ket anavezet an tri-se! Rabensteiner, reut war e zivhar ha fiñv-difiñv e zaouarn, ar melegan Kullich gant e zaoulagad kleuz, ha Kaminer gant e vousc'hoarzh hegasus, efed ur bloñsadur dibare e kigennoù e zremm. »Demat deoc'h«, eme K. goude ul lajadig, en ur astenn e zorn d'an aotrounez stouet seven dirakañ. »N'em boa ket hoc'h anavezet. Ha bremañ emaomp o vont d'al labour, keta?« Diouzhtu e hejas an aotrounez o fenn en ur c'hoarzhin, evel pa vijent bet engortoz eus se abaoe pell, met pa lavaras K. e oa manet e dog en e gambr, ez ajont holl d'ar red d'hen kerc'hat, pezh a roe lec'h da grediñ e oant nec'het tamm pe damm. Sioul ha difiñv e chomas K., ha sellet a reas oute o vont dre an div zor digor; an hini diwezhañ oa evel-just Rabensteiner, diseblant evel boaz, hag a biltrote skañv ha mistr da heul ar re all. Kaminer a astennas an tog da K. hag hemañ a rankas, evel ma rae alies er bank, lavaret dezhañ e-unan ne oa ket Kaminer kiriek d'ar mousc'hoarzh a bare war e zremm, rak e gwirionez ne oa ket gouest da vousc'hoarzhin a-ratozh. Er rakkambr, e voe digoret dor ar ranndi d'an holl gompagnunezh gant an itron Grubach ha na seblante ket en em santout gwall gablus, ha K., evel ma oa kustum d'ober, a lakas e selloù da ziskenn betek las he zavañjer, stardet kreñvoc'h eget na oa ret, hag a gleuze ur c'haran don en he c'horf tev. E traoñ an ti, e eurier gantañ en e zorn, e tivizas K. mont gant ur c'harr-tan evit na vije ket brasoc'h c'hoazh e zale, rak un hantereur dale en doa dija. Kaminer a redas betek korn ar straed evit kerc'hat ar c'harr tra ma klaske an daou all distreiñ K. diwar e soñjoù; a-daol trumm ez astennas Kullich e viz etrezek toull-dor an ti rag-enep, ma oa difluket dioutañ an den bras e vouchig-barv melen-ruz, nec'het un tammig abalamour d'e vent uhel dispaket a-wel d'an holl, hag a yae war-gil betek ar voger evit en em harpañ outi. Ar re gozh a oa bepred war an diri. K. a savas droug ennañ ouzh Kullich abalamour ma tenne hemañ an evezh war an den en doa-eñ gwelet ur wech, an den en doa gortozet zoken. »Na sellit ket du-se!« a hopas K., hep merzout pegen amzere e oa komz evel-se ouzh tud en o oad gour. Hogen ne oa ket ezhomm eus un displegadenn, rak dres d'an ampoent e teuas ur c'harr-tan hag int raktal ennañ, ha war-raok. Neuze e teuas soñj da K. n'en doa gwelet nag an evezhier nag ar warded o vont kuit: koachet e oa bet an tri implijad gant an evezhier, hag an evezhier en doa koachet d'e dro an implijidi. Gant-se n'en doa ket diskouezet K. ur spered gwall zihun, ha setu ma tivizas teurel hiviziken muioc'h a evezh ouzh e emzalc'h. En em dreiñ a reas koulskoude hep rat dezhañ, hag e tic'houzougas dreist pladigenn a-dreñv ar c'harr gant ar spi da welet c'hoazh an evezhier hag ar warded. Met raktal en em droas adarre war an tu all hag en em damolodas e korn ar c'harr hep bezañ graet an esa zoken da glask den ebet. Bremañ, daoust ma ne oa ket anat warnañ, en dije bet ezhomm da vezañ kalonekaet, met skuizh e seblante bezañ an aotrounez. Rabensteiner a selle er-maez war an tu dehou ha Kullich war an tu kleiz; ne c'halle kontañ nemet war Kaminer gant e vousc'hoarzh hegasus, ur mousc'hoarzh ma oa siwazh difennet gant lezennoù ar gendruez ober goap outañ.

Kaozeadenn gant an itron Grubach - Neuze gant an dimezell Bürstner

En Nevezamzer-se en doa tapet K. ar pleg da vont d'abardaez goude e labour, - ken lies gwech ma c'halle, rak peurvuiañ e chome betek nav eur en e vurev - d'ober un tamm baleadenn, pe e-unan-penn pe gant keneiled dezhañ, ha da vont neuze d'un davarn-vier, 'lec'h ma chome ordinal betek unnek eur e kompagnunezh pratikoù all, an darn vuiañ anezhe aotrounez war an oad azezet ouzh o zaol-voas. Gwech an amzer, avat, e veze torret ar c'hustum-se, da skouer pa veze pedet K. gant rener ar bank - hag a brize kalz e labour efedus hag e emzalc'h sirius - d'ober ur bourmenadenn en e garr-tan pe da zont da goaniañ d'e genkiz. Ouzhpenn-se ez ae K. ur wech ar sizhun da gavout ur plac'h anvet Elsa hag a oa servijerez en un davarn-win; e-pad an noz betek hanter-veure e laboure en davarn hag e-pad an deiz e tegemere he gweladennerien hep sevel diwar he gwele.

En abardaez-se avat - aet e oa an devezh buan e-biou etre labourioù skuizhus ar bank hag an hetoù hegarat resevet da-geñver deiz e c'hanedigezh - e fellas da K. mont diouzhtu d'ar gêr. Maget en doa ar soñj-se e-pad an holl ehanoù bihan en doa graet en e labour; ne ouie ket ervat perak, met krediñ a rae dezhañ e oa bet degaset kalz a zizurzh e ti an itron Grubach gant darvoudoù ar beure, hag e oa ezhomm anezhañ evit lakat an urzh da ren adarre. Hag ur wech distroet an urzh e vije diverket pep roud eus an darvoudoù hag ez aje an traoù war-raok evel boaz. N'en doa ket ezhomm da gaout aon ouzh an tri implijad; enteuzet e oant adarre e koskor bras ar bank ha, diouzh o gwelet, ne oa kemm ebet enne. K. en doa o galvet meur a wech en e vurev, a-wechoù unan-hag-unan hag a-wechoù asambles evit o ensellet dre ar munud, ha bep gwech en doa gallet o c'has kuit hep nec'h.

Pa erruas da nav eur hanter diouzh an noz dirak an ti ma oa o chom ennañ, e kejas e toull an nor-dal gant ur paotr yaouank o vutuniñ ur c'hornad, en e sav war e zivhar rampet. »Piv oc'h-c'hwi?« a c'houlennas K. diouzhtu en ur dostaat e zremm ouzh hini ar paotr rak ne wele ket gwall sklaer e damdeñvalijenn an trepas. »Mab ar porzhier on, Aotrou«, a respontas ar paotr hag a reas ur gammed a-gostez en ur dennañ e gorn-butun eus e c'henoù. »Mab ar porzhier?« eme K. en ur skeiñ dihabask gant e vazh ouzh al leur. »Un dra bennak a vank deoc'h, Aotrou? C'hoant 'peus ez afen da gerc'hat ma zad?« - »Ket, ket«, eme K., gant un ton-mouezh madelezhus, evel p'en dije graet ar paotr un dra fall hag a oa-eñ prest da bardoniñ. »Mat eo«, emezañ neuze en ur vont war-raok, met kent pignat gant ar skalier e troas e benn. Gallet en dije mont ouzh-eeun d'e gambr, met c'hoant en doa da gomz gant an itron Grubach, ha setu ma lopas raktal ouzh he dor. Azezet e oa, ul loer-stamm ganti en he dorn, ouzh un daol ma oa warni ur bern loeroù kozh. En em zigareziñ a reas K. gant ur vouezh diseblant, da erruout ken diwezhat, met hegarat-tre e voe an itron Grubach ha ne fellas ket dezhi klevet anv a zigarezioù: da bep mare e c'halle dont da gomz ganti, eñ hag a oa, evel ma ouie ervat, he gwellañ hag he c'haretañ lojad. Sellet a reas K. en-dro dezhañ hag e welas ar gambr en he stad ordinal; diac'hubet e oa bet an daolig e-tal ar prenestr diouzh al listri a oa warni er beure-mañ evit an dijuni. »Daouarn ur vaouez a oar ober sioulik kalz a draoù«, a soñjas. Marteze en dije-eñ frailhet naet al listri, hag a-dra-sur ne vije ket bet gouest d'o dougen er-maez. Teurel a reas war an itron Grubach ur sell anaoudek. »Perak e chomit da labourat ken diwezhat?« a c'houlennas. Azezet e oant o-daou ouzh an daol ha gwech an amzer e sanke K. e zaouarn er bern loeroù. »Kalz a labour a vez bepred«, emezi, »e-pad an deiz en em ouestlan d'al lojidi ha ne chom ganin nemet an abardaevezhioù evit lakat urzh em zraoù.« -  »Labour ouzhpenn am eus roet deoc'h hirie, keta?« - »Penaos 'ta?« emezi, un tamm berv en he mouezh, he loer-stamm ganti en he barlenn. »Soñjal a ran er wazed a oa amañ er beure-mañ.« - »A ya«, emezi en ur sioulaat en-dro, »ne oa ket ur gwall labour.« K. a sellas digomz outi o kregiñ adarre en he loer-stamm. »Souezhet eo, evit doare, ouzh ma c'hlevet o komz eus an afer-se,« a soñjas »war a seblant ne gav ket reizh e komzfen diouti. Seul bouezusoc'h eo neuze evidon. N'eus nemet gant ur vaouez kozh e c'hallan komz eus se. Sur a-walc'h ho peus bet labour, met an dra-se ne c'hoarvezo ket ken.« - »Nann, ne c'hall ket ken c'hoarvezout«, a gadarnaas ar vaouez gant ur mousc'hoarzh hogozik melkonius. »Sed ar pezh a soñjit da vat?« eme K. »Ya«, emezi a vouezh izel »soñjal a ran dreist-holl ne zlefec'h ket kemer re a enkrez. Petra ne c'hoarvez ket er bed-mañ! Peogwir e komzit ouzhin gant kement a fiziañs, e c'hallan anzav ouzhoc'h, Aotrou K., em eus peget un tammig ma skouarn ouzh an nor hag ez eus bet kontet din ivez tra pe dra gant an daou ward. Eus hoc'h eurvad ez eus keal, ha se zo pouezus-tre evidon, pouezusoc'h marteze eget na zlefe bezañ, pa n'on nemet ho lojerez. Klevet em eus eta kaozioù 'zo met ne c'hallan ket lavaret e oa anv eus traoù grevus. Nann. Harzet oc'h, gwir eo, met n'oc'h ket harzet evel ul laer. Grevus eo bezañ harzet evel ul laer met an doare ma'z oc'h bet harzet... Un doare skiantel e seblant din bezañ, ma digarezit ma lavaran diotachoù, ya, un doare skiantel ha na c'hallan ket kompren, met n'eo ket ret d'an den kompren pep tra.«

»N'eo ket diotachoù ar pezh ho peus lâret, itron Grubach, hag ali on ganeoc'h, tost da vat da vihanañ, met barn a ran an traoù strishoc'h eget na rit-c'hwi ha ne welan netra skiantel en afer-se, ne welan netra ebet. Tapet on bet dre sourpren, setu holl. Ma vijen savet eus ma gwele kerkent ha dihunet ha ma vijen aet d'ho kaout hep soursial ouzh Anna, hep teurel pled ouzh an dud a c'hallje en em gavout a-dreuz d'am hent, m'am bije debret ma dijuni er gegin evit ur wech, m'am bije goulennet ouzhoc'h mont d'am c'hambr da gerc'hat din ma dilhad, e berr gomzoù ma vijen en em renet gant furnez, neuze ne vije c'hoarvezet gwall ebet, kement tra a oa e gor a vije bet mouget. Met alies e vezer tapet berr. Er bank, da skouer, ne vezan ket tapet berr hag eno ne c'hallfe ket c'hoarvezout seurt traoù ganin; ur c'homis a zo em servij, ha war ma zaol-skrivañ ez eus ur pellgomzer diavaez hag ur pellgomzer diabarzh; tud a vez dalc'hmat o vonedoneañ, pratikoù, implijidi; ouzhpenn-se ha dreist-holl en em gavan eno e framm al labour ha rak-se e vezan bepred war evezh; laouen e vefen tost da vat ma rankfen talañ eno ouzh ur seurt darvoud. Met echu eo bremañ an abadenn, hag evit gwir n'em boa ket c'hoant da gomz pelloc'h eus se, c'hoant am boa hepken da glevet hoc'h ali, ali ur vaouez fur, ha laouen-bras on o welet e klot ho soñj gant ma hini. Ha bremañ, astennit din ho torn rak ur seurt emglev a rank bezañ siellet gant ur stardadenn-zorn.«

Hag astenn a raio din he dorn? An evezhier n'en deus ket astennet din e zorn, a soñjas K. en ur sellet ouzh ar vaouez en un doare disheñvel, gant muioc'h a aked. Mont a reas en he sav peogwir e oa savet eñ ivez; un tammig abafet e oa, dre n'he doa ket komprenet pep tra eus ar pezh en doa lavaret K. Abalamour da se e lavaras un dra na felle ket dezhi lavaret hag a oa ivez un tammig a-dreuz amañ: »Arabat deoc'h kemer re a enkrez, Aotrou K.«, emezi gant daeroù en he daoulagad; hag evel-just e ankouaas ivez ar stardadenn-zorn. »Ne ouien ket e kemeren enkrez«, eme K., skuizh en un taol o welet pegen didalvoud e oa komzoù asantus ar vaouez-se.

E-kichen an nor e c'houlennas c'hoazh: »Bez' emañ an dimezell Bürstner er gêr?«  »N'emañ ket«, eme an itron Grubach gant ur mousc'hoarzh hag a seblante reiñ gant dale ul liv damhegarat d'he respont sec'h. »Er c'hoariva emañ. Un dra bennak ho poa da c'houlenn diganti? Ha c'hoant ho peus e lavarfen dezhi un dra bennak eus ho perzh?« - »Ac'h ur gerig bennak am boa da lavaret dezhi, tra ken.« - »N'ouzon ket, siwazh, pegoulz e vo distro; pa'z a d'ar c'hoariva e teu peurvuiañ diwezhat d'ar gêr.«   »Ingal eo«, eme K. en ur dreiñ e benn war-du an nor, prest da vont kuit, »fellout a rae din en em zigareziñ da vezañ graet implij eus he c'hambr.« - »N'eo ket ret, Aotrou K., re seven oc'h, an dimezell ne oar netra; abaoe ar beure n'eo ket bet er gêr ha pep tra zo bet laket en urzh, gwelit hoc'h-unan.« Hag e tigoras dor kambr an dimezell Bürstner. »Trugarez deoc'h, ho krediñ a ran«, eme K. hag a antreas koulskoude dre an nor digor. Al loar a sile sioul he skleur er gambr deñval. Kement ha ma c'halled gwelet, e oa da vat pep tra en e renk, betek ar gorfenn ha na oa ket mui a-ispilh ouzh dornell ar prenestr. Uhel-eston e seblante pluegoù ar gwele, sklêrijennet evit un darn gant al loar. »Alies a-walc'h e teu an dimezell diwezhat d'ar gêr«, eme K. en ur sellet ouzh an itron Grubach evel pa vije-hi kiriek da se. »Evel-se emañ an dud yaouank!« eme an itron Grubach war un ton madelezhus. »Ya, sur«, eme K., »met a wechoù e c'haller mont re bell.« - »Bez' e c'haller«, eme an itron Grubach »pegen gwir eo ho komzoù, Aotrou K... Marteze en degouezh-mañ end-eeun. Ne vennan e nep doare droukkomz eus an dimezell Bürstner, ur plac'h mat ha jentil a zo anezhi, karadek, kempenn, aketus, troet da labourat; prizout a ran kalz he holl berzhioù mat, met un dra a zo gwir: dleet e vefe dezhi diskouez un tamm muioc'h a lorc'h hag a emzalc'h. Er miz-mañ em eus gwelet anezhi div wech e straedoù distro, ha bep gwech e kompagnunezh un aotrou all. Displijus-kenañ eo din ha Doue zo test, n'em eus kontet an dra-se nemet deoc'h-c'hwi, Aotrou K., met ret-mat e vo din komz ivez gant an dimezell. A-hend-all n'eo ket an dra nemetañ hag am lak da zisfiziout diouti.« - »War an hent fall emaoc'h«, eme K. fuloret ha dic'houest, koulz lavaret da voustrañ war e fulor, »'m eus aon n'ho peus ket komprenet mat an evezhiadenn am boa graet diwar-benn an dimezell, n'eo ket se a felle din lavaret. Ho tizaliañ start a ran, zoken, da lavaret tra pe dra d'an dimezell, faziet oc'h, anaout a ran an dimezell mat-tre, n'eus netra gwir en ho komzoù. Hogen, mont a ran marteze re bell, ne fell ket din difenn ouzhoc'h da gomz ganti, lavarit dezhi pezh a garit. Nozvezh vat.« - »Aotrou K.«, eme an itron Grubach war un ton aspedus en ur hastañ war-lerc'h K. betek dor e gambr hag en doa digoret dija, »n'on ket e-sell da gomz bremañ gant an dimezell, da gentañ e fell din derc'hel ul lagad warni, deoc'h hepken em eus lavaret ar pezh a ouien. Daoust ha ne zlefe ket pep lojad bezañ plijet o welet e vez miret an urzh vat en ti-lojañ? Setu ar pezh a fell din ober ha netra ken.« - »An urzh vat!« a huchas K. dre wask an nor »m'ho peus c'hoant da virout an urzh vat en ti e rankit da gentañ ma c'has-me er-maez.« War se e serras an nor a-stlak ha ne reas van ebet ouzh an taolioù gwan a voe skoet warni.

Dre ma n'en doa ket c'hoant-kousket, e tivizas chom war vale ha gwelet evel-se pegoulz e tistroje an dimezell Bürstner d'ar gêr. Marteze e kavje ivez an tu, forzh pegen amzere e c'hallje bezañ, da eskemm ur ger bennak ganti. Harpet ouzh ar prenestr, e zaouarn a-blad war e zaoulagad skuizh, e soñjas zoken, e-pad ur par berr, kastizañ an itron Grubach ha darboellañ an dimezell Bürstner da zilezel an ti a-gevret gantañ. Diouzhtu, avat, e kavas dezhañ ez aje kalz re bell ganti hag e teuas zoken da ziskrediñ warnañ e-unan ha d'en em c'houlenn hag-eñ n'en doa ket c'hoant da zilojañ en abeg d'an darvoudoù c'hoarvezet e-pad ar beure. Tra ebet ne c'hallje bezañ ken diboell, ha dreist-holl ken aner ha ken displet.

Aet skuizh o sellet ouzh ar straed goullo, ez eas d'en em astenn war ar gourvezvank goude bezañ damzigoret dor ar rakkambr evit bezañ e doare da welet, diwar ar gourvezvank, kement hini a zeuje en ti. Betek unnek eur bennak e chomas da vutuniñ ur segalenn, astennet sioul war ar gourvezvank. Neuze avat ne c'hallas ket padout ken, hag ez eas d'ar rakkambr, evel p'en dije gallet evel-se abretaat distro an dimezell Bürstner. N'eo ket en dije bet hiraezh dezhi, ne c'halle ket zoken kounaat ervat pe neuz a oa warni, met c'hoant en doa da gomz ganti ha hegaset e oa gant he dale hag a zegase trubuilh ha dizurzh e fin e zevezh. Dre he faot n'en doa ket debret e goan hirie ha n'en doa ket graet da Elsa e weladenn sizhuniek. An daou dra-se, avat, a c'halle c'hoazh ober; n'en doa nemet mont d'an davarn ma oa Elsa o labourat. E-sell e oa ivez da vont diwezhatoc'h, goude bezañ komzet gant an dimezell Bürstner.

Unnek eur hanter e oa pa voe klevet unan bennak e toull an diri. K., hag a oa o valañ soñjoù en ur bilpasat trouzus dre ar rakkambr evel pa vije bet en e gambr dezhañ, a yeas da glask repu a-drek e zor. An dimezell Bürstner an hini oa. E-ser morailhañ an nor en ur grenañ gant ar riv, e stardas ur mouchouer seiz en-dro d'he divskoaz mistr. Bremaik ez aje tre en he c'hambr ha na c'hallje ket K., sur-mat, antreal enni da hanternoz; ret e oa dezhañ eta toullañ kaoz ganti diouzhtu, met disoñjet en doa siwazh enaouiñ ar gouloù-tredan en e gambr ha ma tifoupe eus an deñvalijenn e c'hallje-hi soñjal en un argadenn ha spontet-bras e vije d'an nebeutañ. Gant an daoubennet ma oa ha dre ma ouie ne oa ket amzer da goll, e hiboudas dre wask an nor: »Dimezell Bürstner.« Seniñ a rae kentoc'h evel ur bedenn eget evel ur galv. »Tud zo amañ?« a c'houlennas an dimezell Bürstner en ur sellet en-dro dezhi, digor-bras he daoulagad. »Me eo«, eme K. en ur zont war wel. »Ac'h, Aotrou K.!« eme an dimezell Bürstner gant ur mousc'hoarzh. »Noz vat deoc'h« hag e astennas he dorn dezhañ. - »C'hoant am boa da lavaret ur gerig deoc'h, reiñ a rafec'h din aotre d'hen ober bremañ?« - »Bremañ?« a c'houlennas an dimezell Bürstner, »C'hoant ho peus da gomz ouzhin bremañ end-eeun? Setu ur soñj gwall iskis ne gav ket deoc'h?«  - »Abaoe nav eur emaon ouzh ho kortoz.« - »Ma! er c'hoariva e oan ha ne c'hallen ket gouzout.« - »An dra ma fell din komz dioutañ zo c'hoarvezet er beure-mañ hepken.« - »Mat, ne gavan ket abeg e kement-se, nemet skuizh-divi on. Deuit eta d'am c'hambr evit un nebeud munutennoù. Amañ ne c'hallomp e nep doare kaozeal; dihuniñ a rafemp an holl, pezh a gavfen displijus, muioc'h c'hoazh abalamour dimp-ni eget abalamour d'an dud. Gortozit amañ ken n'am bo enaouet ar gouloù em c'hambr ha lazhit-c'hwi ar gouloù amañ.« Sentiñ a reas K., ha chom a reas da c'hortoz ken na voe galvet a vouezh izel gant an dimezell Bürstner da zont tre. »Azezit«, emezi en ur ziskouez ur gourvezvank; hi avat a chomas sonn en he sav e penn ar gwele, en desped d'he skuizhder meneget ganti bremaik; ne dennas ket zoken he zammig tog, kinklet gant bleunioù a-vil-vern, evitañ da vezañ bihan-tre. Petra 'ta a felle deoc'h? C'hoant bras am eus da c'houzout.« Kroaziañ a reas skañvik he divhar. »Lavaret a reoc'h marteze, ne oa ket an afer ken preset evit ma vije ret komz bremañ diouti, met...« - »Ne selaouan morse ar rakprezegoù«, eme an dimezell Bürstner. »Aesaat a ra din ma c'hefridi«, eme K. »Dre ma faot ez eus bet degaset un tamm dizurzh en ho kambr er beure-mañ, gant tud estren hag en desped din, met dre ma faot koulskoude evel m'am eus lavaret, ha rak-se e felle din goulenn ho tigarez. »Ma c'hambr?« a c'houlennas an dimezell Bürstner en ur sellet gant aked ouzh K., e-lec'h sellet ouzh ar gambr. »Evel-se emañ kont«, eme K. hag evit ar wech kentañ e selljont o-daou an eil ouzh egile e-kreiz o daoulagad, »Ne dalv ket ar boan kontañ penaos eo c'hoarvezet an dra-se.« - »Se a vefe ar pep dedennusañ«, eme an dimezell Bürstner. »Nann«, eme K. »ne vefe ket« »Ma!«, eme an dimezell Bürstner »ne c'houlan ket furchal en ho sekredoù, ma lavarit groñs n'eo ket dedennus, ne gavin ket da abegiñ. Ho tigareziñ a ran laouen, seul laouenoc'h ma ne welan tamm dizurzh ebet amañ.« Ober a reas tro he c'hambr, he daouarn war he divlez. Dirak al lienenn gant al luc'hskeudennoù e chomas a-sav. »Sellit 'ta!« a huchas. »Mesk-ha-mesk eo ma holl luc'hskeudennoù. Na pegen divalav! Unan bennak zo bet neuze hep aotre em c'hambr. Asantiñ a reas K. gant e benn en ur vallozhiñ sioul an implijad Kaminer, dic'houest da voustrañ war e c'hoant-diskrapañ hegus ha diboell. »Iskis e kavan«, eme an dimezell Bürstner, »bezañ rediet da zifenn ouzhoc'h ober un dra hag a zlefec'h-c'hwi en em ziwall d'ober drezoc'h hoc'h-unan, da lavaret eo, mont e-barzh ma c'hambr pa ne vezan ket amañ.« - »Displeget em eus deoc'h, dimezell«, eme K. en ur dostaat outi, »n'eo ket me an hini en deus laket e grabanoù war ho luc'hskeudennoù; met peogwir n'am c'hredit ket e rankan anzav ouzhoc'h ez eus bet degaset amañ, gant ar c'hengor-enklask, tri implijad eus ar bank ha moarvat en deus kemeret unan anezhe - hag a lakin bountañ er-maez eus ar bank kerkent hag a vo tro - ho luc'hskeudennoù en e zorn. Ya, ur c'hengor-enklask a zo bet amañ«, a ouzhpennas K., pa welas an dimezell o parañ selloù atersus warnañ. »En abeg deoc'h?« a c'houlennas an dimezell. »Ya«, a respontas K. »Nann!« a huchas an dimezell en ur c'hoarzhin. »Ya«, eme K. »ha krediñ a rit ez on digablus?« - »Ma! digablus...« eme an dimezell, »ne fell ket din distagañ war an taol ur varnadenn hag a c'hallfe tennañ da vras. Ouzhpenn-se n'anavezan ket ac'hanoc'h, met an neb a vez laket ur c'hengor-enklask war e lerc'h a zle bezañ un torfedour bras. O vezañ ma'z oc'h dieub - ho toare sioul a ra din soñjal n'oc'h ket diskampet eus an toull-bac'h - ne c'hallit ket bezañ graet ur seurt torfed.« - »Gwir eo«, eme K., »ha marteze en deus komprenet ar c'hengor-enklask ez on digablus, pe da vihanañ, n'on ket ken kablus ha ma oa bet kredet.« - »Sur a-walc'h«, eme an dimezell Bürstner gant kalz a evezh. »Ac'hanta«, eme K. »N'ho peus ket kalz a anaoudegezh eus an aferioù-justis.« - »Nann, n'em eus ket«, eme an dimezell Bürstner, »ha keuz am eus bet meur a wech, rak plijout a rafe din gouzout pep tra ha dedennet on dreist-holl gant an aferioù-justis. Un hoal espar zo gant al lezioù-barn, neketa? Met tro am bo da zeskiñ muioc'h war an dachenn-se, rak er miz a zeu e stagin da labourat evel implijadez e burev un alvokad.« - »Mat-tre«, eme K., »neuze e c'halloc'h reiñ din un tamm skoazell em frosez.« - »Marteze«, eme an dimezell Bürstner, »petra 'virfe? Plijout a ra din lakat e pleustr ar pezh a zeskan.« - »Komz a ran hep farsal«, eme K., »pe da vihanañ hep farsal muioc'h eget na rit c'hwi. Re zister eo an afer evit gervel un alvokad, met eus alioù ur c'huzulier em befe ezhomm a-walc'h.« - »Ya, met ma rankan-me ho kuzuliañ, e vefe ret din gouzout a betra ez eus keal«, eme an dimezell Bürstner. »N'ouzon ket ma-unan«, eme K. »Aze end-eeun emañ an dalc'h.« - »Neuze ho peus graet fent ganin«, eme an dimezell Bürstner, dipitet dreist-muzul, »evit se, ne oa ket ret dibab un eur ken diwezhat.« Hag e pellaas diouzh al luc'hskeudennoù ma oant chomet dirake, o-daou a-gevret, e-pad ken hir amzer. »Nann 'vat, dimezell«, eme K., n'emaon ket oc'h ober fent. Perak n'am c'hredit ket? Kement a ouzon am eus lavaret deoc'h. Muioc'h eget na ouzon zoken, rak ar c'hengor am eus komzet dioutañ ne oa ket ur c'hengor-enklask, graet em eus an anv-se peogwir ne ouien ket petra lavaret a-hend-all. N'eus bet enklask ebet, harzet on bet hepken, met harzet gant ur c'hengor. Azezet e oa an dimezell Bürstner war ar gourvezvank ha c'hoarzhin a rae adarre. »Penaos eo bet?« a c'houlennas. »Spontus«, eme K. ha ne soñje ket bremañ en dra-se, dalc'het ma oa gant arvest an dimezell Bürstner o harpañ he dremm war un dorn - pozet oa hec'h ilin war dorchenn ar gourvezvank - tra ma floure goustadik he c'hroazell gant he dorn all. »Re ziresis eo«, eme an dimezell Bürstner. »Petra zo re ziresis?« a c'houlennas K. Neuze e teuas soñj dezhañ en-dro hag e lavaras: »Ma karit e tiskouezin deoc'h penaos eo bet.« C'hoant en doa da fiñval hep mont kuit. »Ken skuizh on«, eme an dimezell Bürstner. »Distroet oc'h ken diwezhat«, eme K. - »Hag evit echuiñ e rit rebechoù din,« emezi, »gant gwir abeg ivez, rak ne zlejen ket bezañ ho lezet da zont tre d'an eur-mañ. Forzh penaos ne oa ket ret, evel m'hon eus bet tro da welet.« - »Ret e oa, evel ma weloc'h bremañ«, eme K. »Bez' e c'hallan distokañ an daolig-noz diouzh ho kwele?« - »Petra c'hoari ganeoc'h?« eme an dimezell Bürstner, »ne c'hallit ket, evel-just!« - »Neuze ne c'hallan ket diskouez deoc'h«, eme K. brouezet, evel pa vije bet graet outañ ur gaou divent. »Mat, mar bez ret evit diskouez petra a fell deoc'h lavaret, neuze distokit an daolig diouzh ar gwele«, eme an dimezell Bürstner hag a ouzhpennas goude ur pennadig gant ur vouezh wan: »Me zo ken skuizh ma aotrean deoc'h muioc'h eget na zere.« K. a lakas an daolig e-kreiz ar gambr hag a azezas a-drek dezhi. »Rankout a rit empentiñ penaos e oa dasparzhet an tudennoù; dedennus-tre eo. Me eo an evezhier, du-se ez eus daou ward azezet war ar c'houfr, dirak al luc'hskeudennoù tri den yaouank en o sav. E-pign ouzh dornell ar prenestr, evel m'am eus lavaret c'hoazh, ez eus ur gorfenn wenn. Bremañ dao dezhi! A, ya, en em ankouaet em eus. Setu, ar pennden, me eta, a zo amañ en e sav dirak an daolig. Azezet eo an evezhier en e aez, e zivhar kroaziet an eil war eben, e vrec'h istribilhet dreist kein ar gador, ur gwir balod anezhañ. Bremañ emañ an abadenn o kregiñ da vat. Huchal a ra an evezhier evel pa vije ret dezhañ ma dihuniñ, krial a ra tost da vat; rankout a ran siwazh krial ivez evit reiñ deoc'h un alberzh, met n'eo nemet ma anv en deus kriet evel-se.« An dimezell Bürstner, hag a selaoue en ur c'hoarzhin, a lakas he biz-yod war he muzelloù evit mirout ouzh K. da grial, met re ziwezhat e oa, re sanket e oa en e roll; huchal a reas gorrek: »Josef K.!«. Ne huchas ket ken uhel hag en doa kinniget ober, met ken kreñv koulskoude ma seblantas e c'halv, goude bezañ bet laosket a-daol-trumm, en em skignañ nebeut-ha-nebeut dre ar gambr.

Neuze e voe skoet taolioù pounner, berr hag ingal ouzh dor ar gambr 'kichen. An dimezell Bürstner a gollas he liv hag a lakas he dorn war he c'halon. Spontañ a reas K. seul washoc'h ma oa bet dic'houest, e-pad ur par berr, da zistagañ e soñj diouzh darvoudoù ar beure ha diouzh ar plac'h a selaoue an danevell a rae dioute. A-vec'h divadaouet e lammas war-du an dimezell Bürstner hag e krogas en he dorn »Bezit dinec'h«, a hiboudas, »ez an da lakat pep tra en e renk. Piv a c'hall bezañ? N'emañ nemet ar sal-degemer amañ 'kichen ha n'eus den ebet o kousket enni.« - »Geus«, a hiboudas an dimezell Bürstner e pleg skouarn K., abaoe dec'h da noz ez eus un niz d'an itron Grubach o kousket enni, ur c'habiten anezhañ. N'eus kambr dieub ebet d'ar mare-mañ. Disoñjet em boa me ivez. Daoust ha ret e oa deoc'h krial evel-se? doaniet-bras on gant se.« - »N'ho peus abeg ebet da vezañ«, eme K., ha tra ma oa-hi o harpañ adarre he c'hein war an dorchenn e pokas d'he zal. »It kuit! It kuit!«, emezi en ur sonnaat prim he c'horf, »kerzhit ac'hann, kerzhit ac'hann, petra fell deoc'h, emañ o spiañ a-drek an nor, klevet a ra pep tra. Na pebezh trubuilh a roit din!« - »Ne'z in ket kuit«, eme K., »keit ha n'ho po ket adkavet ho sioulder. Deuit ganin d'ur c'horn all eus ar gambr, aze ne c'hallo ket hor c'hlevet.« E lezel a reas d'he sachañ du-se. »Soñjit ervat«, emezañ, »daoust d'an diaesterioù ho peus da c'houzañv, n'eus riskl ebet evidoc'h. Gouzout a rit pegen prizet on gant an itron Grubach - hag a ro an ton en abadenn-mañ, dreist-holl abalamour ma'z eo ar c'habiten un niz dezhi - ha pegen start e kred kement tra a lavaran. A-hend-all emañ ivez em dle, rak un dailhenn vrav a arc'hant he deus amprestet diganin. Asantiñ a rin da gement digarez damzereat a gavoc'h evit displegañ ar perag eus hor c'hejadenn amañ ha reiñ a ran deoc'h ma ger e lakin an itron Grubach da grediñ ho tisplegadenn, neket hepken dirak daoulagad an holl, met da vat hag e-kreiz he c'halon. N'ho peus ket ezhomm da gaout damant ouzhin e mod ebet. M'ho peus c'hoant da skignañ ar brud ez oc'h bet argadet ganin, e vo roet d'an itron Grubach an displegadenn-se hag he c'hrediñ a raio hep koll fiziañs ennon, gant ar stag ma'z eo ouzhin. An dimezell Bürstner, sioul ha dastumet un tammig en he bern, a bare he selloù war al leur. »Perak ne gredfe ket an itron Grubach ez oc'h bet argadet ganin?« a ouzhpennas K. Gwelet a rae he blev dirakañ, ur pennad blev melen-ruz gant ur rann ennañ, fuilhet un disterig ha dalc'het start war he c'hilpenn. Soñjal a rae dezhañ e oa o vont da barañ he selloù warnañ, met lavaret a reas hep cheñch hec'h emzalc'h: »Ma digarezit, spontet on bet muioc'h gant an taolioù skoet trumm ouzh an nor, eget gant ar soñj eus ar pezh a c'hallje c'hoarvezout dre 'n abeg m'emañ ar c'habiten amañ. Ken sioul e oa pep tra goude ho kriadenn, ha neuze an taolioù skoet ouzh an nor; azezet e oan ivez damdost d'an nor hag an taolioù zo bet skoet koulz lavaret em c'hichen. Ho trugarekaat a ran evit ho kinnigoù, met n'on ket e-sell d'o degemer. Bez' e c'hallan, e-keñver an holl, respont eus kement tra a c'hoarvez em c'hambr. Souezhet on o welet ne gomprenit ket pegen dismegañsus eo bet ho kinnigoù evidon, daoust d'ho mennadoù mat hag a ouzon prizout. It kuit ha ma lezit, muioc'h a ezhomm am eus c'hoazh bremañ da chom ma-unan. An nebeud munutennoù ho poa goulennet zo deut da vezañ un hantereur hag ouzhpenn. Kregiñ a reas K. en he dorn ha neuze en he arzorn »N'oc'h ket fuloret ouzhin?« a c'houlennas. Hi a bellaas e zorn hag a respontas: »Nann, nann, ne vezan morse fuloret ouzh den.« Kregiñ a reas adarre en he arzorn; hi, en dro-mañ, ne enebas ket hag e ambroug a reas betek an nor. Mennet start e oa K. da vont kuit. Met erru dirak an nor e chomas boud evel pa ne vije ket bet engortoz da gavout un nor amañ, ha setu ma kavas an dimezell Bürstner he zu d'en em zistrobañ, da zigeriñ an nor, d'en em silañ er rakkambr ha da lavaret a vouezh izel da K.: »Deuit 'ta neuze, mar plij, ha sellit«. Diskouez a reas dor ar c'habiten ma sile ur banne sklêrijenn dindani »enaouet en deus ar gouloù hag emañ o kaozeal diwar hor penn.« - »Erru on diouzhtu«, eme K. en ur zeredek. Hag eñ kregiñ enni, pokat d'he muzelloù ha neuze d'he dremm a-bezh evel ul loen sec'hedik o lapañ gant e deod dour ur feunteun bet dizoloet erfin gantañ. En diwezh e pokas d'he gouzoug, a-rez he c'horzailhenn, hag e vuzelloù a chomas peget aze e-pad pell. Un trouz o tont eus kambr ar c'habiten a reas dezhañ sevel e zaoulagad. »Bremañ ez an kuit«, emezañ; c'hoant en devoe da envel an dimezell Bürstner dre he anv-badez, met n'hen gouie ket. Un hej a reas-hi d'he fenn, skuizh-divi; e lezel a reas da bokat d'he dorn, hanterdroet war an tu all evel pa n'he dije merzet netra, hag en ur blegañ he c'hein e tistroas d'he c'hambr. Nebeut goude e oa astennet K. en e wele. Ar c'housk a zeuas buan dezhañ hag a-raok en em reiñ da gousket e soñjas c'hoazh ur pennadig en e emzalc'h; laouen e oa gantañ e-unan ha souezhet abalamour ma ne oa ket laouenoc'h c'hoazh. Prederiet e oa da vat gant an dimezell Bürstner en abeg d'ar c'habiten.

Eil pennad
   Kentañ atersadenn

Kemennet e oa bet dre bellgomz da K. e oa un atersadenn vihan da vezañ, er Sul war-lerc'h, e skeud e afer. Lavaret e voe dezhañ e vije graet ingal seurt atersadennoù, ha daoust ma ne vije ket, marteze, aterset bep sizhun, e c'hoarvezje koulskoude alies a-walc'h. Diouzh un tu  e oa ret echuiñ buan ar prosez evit mad an holl, ha diouzh an tu all e ranke an atersadennoù bezañ resis e pep keñver, hep padout morse re bell abalamour d'an trevell degaset gante. Setu perak e oa bet divizet ober un heuliad atersadennoù stank, met berr a-walc'h pep hini anezhe. Ha dibabet e oa bet ar Sul da zeiz an atersadennoù evit mirout na vije direnket K. en e labour pemdeziek. Sañset e oa asantiñ d'ar pezh a oa bet divizet, met e ken kaz m'en dije c'hoant da zibab un deiz all e vije klasket derc'hel kont eus e c'hoant. An atersadennoù a c'hallje bezañ graet e-pad an noz, da skouer, met neuze ne vije ket K. fresk a-walc'h. Forzh penaos e chomje ar Sul an deiz merket, keit ha na gavje ket K. abeg e kement-se. Anat e oa dezhañ e oa rediet da vont, war ar poent-se ne oa ket ezhomm da dennañ e evezh. Roet e voe dezhañ niverenn an ti ma tlee mont dezhañ, un ti pell a-walc'h e diavaez kêr, en ur straed ma ne oa bet K. gwech ebet c'hoazh.

K., goude bezañ resevet ar gemennadenn-se, a adskourras ar selaouer hep respont; mennet e oa da vont di disul ha ret-mat e oa ivez mont, rak digoret e oa ar prosez ha rankout a rae talañ outañ; an atersadenn gentañ a zleje bezañ ivez an hini ziwezhañ. En e sav e oa bepred dirak ar pellgomzer, beuzet en e soñjoù, pa glevas a-drek dezhañ mouezh an eilrener; fellout a rae da hemañ pellgomz, met stanket e oa an hent outañ gant K. »Keleier fall?« a c'houlennas an eilrener diwar skañv, neket evit dont da c'houzout un dra bennak, met evit pellaat K. diouzh ar pellgomzer. »N'eus ket«, eme K. en ur ober ur gammed a-gostez hep mont kuit. Kregiñ a reas an eilrener er selaouer, hag en ur c'hortoz ma vije digoret al linenn e lavaras, dreist korzenn ar selaouer: »Ur goulenn, Aotrou K.: Hag ober a rafec'h din ar blijadur, disul veure, da gemer perzh en un droiad war ma bag dre-lien? Un niver mat a dud 'zo pedet, mignoned deoc'h en o zouez, da skouer ar prokulor Hasterer. Ha c'hoant ho peus da zont? Deuit 'ta!« Klask a rae K. teurel evezh ouzh ar pezh a lavare an eilrener. Ne oa ket dibouez evitañ, rak gant ar bedadenn-se e klaske an eilrener - n'en doa morse en em glevet gwall vat gantañ - degas peoc'h en o darempredoù ha kement-se a ziskoueze pegen talvoudus e oa deut K. da vezañ er bank ha pegen pouezus e kave implijad eil-uhelañ ar bank kaout gantañ darempredoù a vignoniezh pe, d'an nebeutañ, darempredoù neptu. En em izelaat a rae an eilrener gant ar bedadenn-se, daoust ma oa bet distaget dreist korzenn ar selaouer, tra ma oa o c'hortoz e bellgomzadenn. Ha K. a roas lec'h dezhañ d'en em santout izelaet un eil gwech rak lavaret a reas: »Trugarez vras! Met disul, siwazh, n'em bo ket amzer; dalc'het e vin gant ur gefridi all.« - »Kerse eo ganin«, eme an eilrener; ha dre ma oa bet digoret al linenn, e stagas da bellgomz. Hirik a-walc'h e voe ar bellgomzadenn, met K., disoñj-kaer, a chomas betek an diwezh en e sav, e-kichen ar benveg. Pa adskourras an eilrener, avat, e skrijas hag evit klask en em zigareziñ un tammig da vezañ bepred amañ hep abeg, e lavaras: »Un taol-pellgomz am eus bet evit kemenn din mont d'ul lec'h bennak, met ankouaet ez eus bet lavaret din da bet eur.« - »Goulennit 'ta neuze«, eme an eilrener. »N'eo ket gwall bouezus«, a lavaras K., daoust ma tinerzhe evel-se an digarez, gwall zister dija, en doa roet. En ur vont kuit e komzas an eilrener eus traoù all. Kemer a reas K. warnañ da respont, met ennañ e-unan e soñje dreist-holl e vije gwell dezhañ erruout disul da nav eur diouzh ar beure, rak d'an eur-se, war ar sizhun, e kroge an holl lezioù-barn da labourat.

Ar Sul-se e oa tristik an amzer. Skuizh-divi e oa K. rak chomet e oa betek diwezhat en noz en ostaleri abalamour d'un tammig fest aozet gant ar pratikoù ha war-bouez nebeut e vije dihunet re ziwezhat. Gant hast, hep kemer amzer d'en em soñjal ha da strollañ an holl vennadoù liesseurt en doa maget e-pad ar sizhun, en em wiskas hag e redas, hep bezañ debret e zijuni, etrezek ar fabourzh a oa bet meneget dezhañ. Dre un degouezh iskis e welas - daoust d'an nebeud a amzer en doa da sellet en-dro dezhañ - an tri implijad emellet en e afer: Rabensteiner, Kullich ha Kaminer. An daou gentañ a dreuzas, en un tramgarr, an hent heuliet gant K.; Kaminer, diouzh e du, a oa azezet war leurenn ur c'hafedi ha pa dremenas K. e stouas dreist an aspled gant un neuz  ranell. E heuliañ a rejont holl gant o selloù, souezhet-bras o welet unan eus ar re a-us dezhe er bank o redek evel-se; marteze e oa un doare lorc'h hag a vire ouzh K. da vont gant ur c'harr; kement skoazell a-ziavaez en afer-se, zoken an disterañ hini, a oa un hegas evitañ; ne venne ket goulenn tra digant den, na reiñ tra da c'houzout da zen, pa ne vije nemet diwar-c'horre; ha n'en doa ket an disterañ c'hoant d'en em izelaat dirak ar c'hengor-enklask dre vezañ re rik gant an eur. Bremañ, koulskoude, e oa o redek evit erruout da nav eur, daoust ma ne oa bet merket eur ebet dezhañ.

Soñjet en doa en dije anavezet an ti eus a-bell diouzh un arouez bennak, daoust ma ne ouie ket pe hini, pe c'hoazh diouzh ar monedone a vije dirak an nor-dal. Hogen en daou du eus ar straed ma tlee en em gavout - ar Juliusstraße ma chomas K. ul lajadig er penn anezhi a-raok mont pelloc'h - ne oa nemet savadurioù damheñvel an eil ouzh egile, uhel ha louet, enne lojeizioù e feurm annezet gant tud paour. Er beure-se, dre ma oa ar Sul anezhi, e oa ac'hubet an darn vuiañ eus ar prenestroù gant gwazed e korf o roched o vutuniñ war o orloc'h, pe o terc'hel, aketus ha tener, bugaligoù vihan azezet war ar rizenn. Prenestroù all a oa leun a zilhad-gwele berniet-uhel, ha dreist ar bernioù e teue war wel, gwech ha tro, penn kreouichennek ur vaouez. An dud en em c'halve an eil egile, hag unan eus ar galvadennoù-se a lakas da darzhañ, dres a-us da benn K., ur mell c'hoarzhadenn. Dasparzhet ingal a-hed ar straed hir, e oa stalioù-boued a-is da live ar riblenn ha ret e oa diskenn un nebeud derezioù evit tizhout o dorioù. Maouezed a yae e-barzh hag a zeue er-maez, tra ma chome reoù all da glakenniñ war an derezioù. Darbet e voe da K. bezañ ruilhet gant ur c'harrig poulzet gant ur gwerzher frouezh ken dievezhiek hag eñ, hag a grie war-du ar prenestroù evit meuliñ e varc'hadourezh. Dres d'an ampoent e krogas ur gramofon, bet gwechall o seniñ e karterioù cheuc'hoc'h, da leuskel tonioù skrijus.

Mont a reas K. pelloc'h gant ar straed, war e bouezig, evel p'en dije bremañ kalz amzer, pe evel pa vije ar barner-enklasker o sellet outañ eus ur prenestr bennak hag o c'houzout evel-se e oa erruet. Nav eur tremenet e oa. An ti, pell a-walc'h diouzh ar straed, a oa hogozik dreist-ment, gant ur porched uhel ha ledan, graet evit lezel ar c'hirri-samm da vont betek ar sikludoù, bremañ serret, a oa savet en-dro d'ar porzh hag a zouge anvioù embregerezhioù anavezet gant K. dre e labour er bank. Er c'hontrol eus e gustum, e chomas K. e toull dor ar porzh, da sellet pizh ha gant aked ouzh an holl vunudoù. En e gichen e welas un den diarc'hen o lenn ur gazetenn, azezet war ur c'hased. Daou baotrig a oa o vrañskellat war ur c'harr-bount. Dirak ur blomenn, ur plac'h yaouank dinerzh, gwisket gant ur vantell-noz, a bare he selloù war K. tra ma flistre an dour en he ficher. En ur c'horn eus ar porzh e oa tud o stignañ, etre daou brenestr, ur gordenn ma oa dija ispilhet outi an dilhad da sec'hañ. Un den, en traoñ, a huche un nebeud urzhioù evit ren al labour.

Treiñ a reas K. war-du ar skalier evit mont betek ar sal-enklask, met chom a reas a-sav rak ouzhpenn ar skalier-se e welas c'hoazh tri skalier all er porzh, hag e foñs ar porzh e oa ivez ur riboul bihan hag a seblante digeriñ war un eil porzh. Fuloriñ a reas o soñjal ne oa ket bet lavaret ervat dezhañ pelec'h en em gave ar sal; graet e veze dezhañ en un doare digas ha diseblant, ha mennet e oa d'hen lavaret fraezh ha sklaer. A-benn ar fin e pignas koulskoude gant ar skalier en ur tisvalañ en e eñvor komzoù ar gward Willem hag en doa lavaret e vije desachet al lez-varn gant ar gwall, pezh a reas dezhañ krediñ e kavje ar sal-enklask dres er skalier a zibabje dre anien. En ur bignat e tirenkas ur vandennad bugale a oa o c'hoari war an diri, hag a daolas selloù fuloret outañ pa dremenas etre o renkadoù. »Kentañ gwech ma tistroin amañ«, emezañ dre e soñj, »e vo ret din degas ganin pe sukrajoù evit gounit o grad-vat, pe ur vazh evit skeiñ gante.« Kent erruout er solieradur kentañ e rankas zoken, evit lezel ur bolotenn da vont betek penn he hent, chom ur pennadig a-sav, dalc'het dre loerezennoù e vragoù gant daou baotrig, dezhe dremmoù ganas evel lakepoded en o oad gour; m'en dije klasket en em zistrobañ dioute en dije ranket ober droug dezhe, hag aon en doa rak o blejadennoù.

Er solieradur kentañ e krogas da vat da glask ar sal. Peogwir ne c'halle ket goulenn pelec'h e oa ar c'hengor-enklask ez ijinas un amunuzer anvet Lanz - an anv-se a zeuas d'e soñj dre ma oa hini ar c'habiten, niz an itron Grubach - hag e-sell e oa da c'houlenn, en holl ranndioù, daoust ha bez' e oa un amunuzer anvet Lanz o chom aze, evit kaout an tu da vont e-barzh. Aes a-walc'h e voe dezhañ, rak an darn vuiañ eus an dorioù a oa digor hag ar vugale a rede dibaouez e-barzh hag e-maez ar ranndioù. Kambroù bihan a oa anezhe, gant ur prenestr hepken, hag enne e veze graet ivez ar gegin. Un nebeud maouezed, ur poupig gante etre o divrec'h, a laboure en-dro d'o fornigell gant o dorn dieub. Krennardezed, gwisket evit doare gant un davañjer hepken, a rede-direde difraeüs. En holl gambroù e oa an holl weleoù en implij, enne tud klañv pe tud o kousket c'hoazh, hag ivez tud en o dilhad astennet warne. Pa gave K. un nor serret, e lope warni hag e c'houlenne ha bez' e oa un amunuzer anvet Lanz o chom aze. Peurliesañ e veze digoret an nor gant ur vaouez; homañ a selaoue ar goulenn hag a droe he fenn war-du an diabarzh evit komz ouzh unan bennak hag a save neuze diouzh e wele. »Goulenn a ra an aotrou hag-eñ ez eus un amunuzer anvet Lanz o chom amañ.« - »Un amunuzer anvet Lanz?« a c'houlenne egile diouzh e wele. »Ya«, a lavare K., daoust ma ouie bremañ ne oa ket ar c'hengor-enklask aze hag e oa  echu e gefridi. Ur c'halz eus an dud a soñje dezhe e oa a-bouez bras evit K. kavout an amunuzer Lanz, ha goude bezañ prederiet ur pennad e raent meneg eus un amunuzer ha na oa ket Lanz e anv, pe e lavarent un anv un tammig heñvel ouzh Lanz, pe e raent goulennoù ouzh o amezeien, pe ez ambrougent K. betek un nor pell-bras gant ar spi da gavout aze un eilfeurmer anvet Lanz pe unan bennak hag a c'hallje reiñ titouroù resisoc'h eget ar re a c'hallent-i reiñ. En diwezh, kaset-digaset evel-se eus an eil solieradur d'egile, n'en doe K. ezhomm ebet ken da c'houlenn e-unan. Keuz a zeuas dezhañ da vezañ bet ar mennozh-se hag a seblante ken mat dezhañ da zigentañ. A-raok tizhout ar pempvet solieradur, e reas e soñj paouez da glask ar sal; kimiadiñ a reas diouzh ur micherour yaouank hegarat hag a venne kas anezhañ uheloc'h hag e tiskennas. Neuze, avat, e voe hegaset o soñjal pegen aner e oa bet kement-se holl; distreiñ a reas, eta, war e giz hag e skoas ouzh dor gentañ ar pempvet solieradur. Kentañ tra a welas er sal vihan a voe un horolaj vras hag a verke dek eur hanter. »Ha bez' ez eus un amunuzer anvet Lanz o chom amañ?« - »Deuit tre«, eme ur vaouez yaouank, dezhi daoulagad du ha lufr, hag a oa o kannañ lienaj-bugale en ur gibell; gant he dorn gleb e tiskouezas dezhañ dor digor ar sal e-kichen.

K. a gredas dezhañ e oa degouezhet en ur vodadeg. Un engroeziad tud a bep seurt mesk-ha-mesk -  hini ebet ne rae van outañ - a leunie ur sal daou brenestr dezhi, mentet-krenn ha kelc'hiet gant ur pondalez-tro stignet tost-tre d'an terest ha leun a dud rediet d'en em zerc'hel en o daoublegoù pe gant o fennoù hag o c'heinoù peg ouzh an terest. K., hag a gave an aer re bounner, a zeuas adarre er-maez hag a lavaras d'ar vaouez yaouank, en ur soñjal he doa treuzintentet e gomzoù: »Goulennet em eus keloù eus un amunuzer, un den anvet Lanz?« - »Ya«, eme ar vaouez, antreit, mar plij.« K., marteze, n'en dije ket heuliet ar vaouez ma n'he dije ket kroget e dornell an nor ha lavaret dezhañ: »Rankout a ran serriñ an nor war ho lerc'h, ne c'hall mui den ebet mont e-barzh.« - »Sed a zo fur«, re leun eo ar sal dija.« Mont a reas koulskoude e-barzh adarre.

Kreiz etre daou waz o kaozeal e-kichen an nor - unan a rae van, gant e zaou zorn astennet, da gontañ arc'hant tra ma selle egile pizh outañ e-kreiz e zaoulagad - en em silas un dorn hag a grogas e K. Ur paotr bihan gant divjod ruz e oa. »Deuit, deuit«, emezañ. K. a lezas ar paotr d'e vleniañ hag e-kreiz an engroeziad tud o vordilhañ mesk-ha-mesk, e teuas war wel un riboulig strizh hag a zispartie moarvat daou strollad; gwirheñvel e oa, rak er regennadoù kentañ, a-zehou hag a-gleiz, ne welas K., koulz lavaret, dremm ebet troet war-du ennañ, nemet keinoù tud oc'h ober prezegoù ha jestroù evit tud o strollad dezhe nemetken. An darn vuiañ anezhe a oa gwisket e du, gant dilhadoù-gouel kozh o tivilhal izel ha laosk en-dro dezhe. Ne oa nemet an dilhadoù hag a lake K. nec'het, rak panevete en dije soñjet e oa degouezhet en ur vodadeg politikel lec'hel.

Er penn all eus ar sal ma oa bet kaset K. enni, staliet a-dreuz war ul leurenn izel leun a dud ivez, e oa un daol vihan ha diraki, tost ouzh bevenn al leurenn, un den bihan ha tev, berr e alan, o kaozeal, e-kreiz c'hoarzhadennoù bras, gant unan all a-drek dezhañ, harpet ouzh kein ar gador ha kroaziet gantañ e zivhar. Gwech an amzer e save e vrec'h er vann, evel pa vije bet o trevezañ unan bennak. Ar paotrig hag a vlenie K. en doe mil boan o kemenn ar pezh en doa da gemenn. A-benn div wech dija, savet war vegoù e dreid, en doa klasket lavaret un dra bennak d'an den hep dont a-benn da vezañ selaouet gantañ. N'eo nemet pa voe tennet e evezh war ar paotrig gant unan eus an dud a oa war al leurenn, ma stouas an den war-du ennañ ha ma selaouas ar pezh a voe danevellet dezhañ a vouezh izel. Neuze e tennas e eurier er-maez hag e taolas ur sell prim war K. »Dleet e oa deoc'h bezañ erruet un eur ha pemp munutenn kentoc'h«, emezañ. K. a fellas dezhañ respont met n'en doe ket amzer rak ne oa ket peurechuet komzoù an den ma savas trouz ha grozmol e lodenn zehou ar sal. »Dleet e oa deoc'h bezañ erruet un eur ha pemp munutenn kentoc'h«, a adlavaras an den, a vouezh uhel, en ur deurel ur sell prim d'an traoñ war-du ar sal. Kerkent e kreskas ar grozmol, met peogwir ne lavare an den tra ebet ken, e tavas an trouz tamm-ha-tamm. Kalz siouloc'h e oa bremañ ar sal eget na oa bet pa oa antreet K. Ne oa nemet an dud war ar pondalez-tro hag a zalc'he d'ober evezhiadennoù. Seblantout a raent - kement ha ma c'halled anaout tra pe dra en damdeñvalijenn ha gant an aezhenn hag ar boultrenn a oa el laez - bezañ gwisket falloc'h eget ar re a oa en traoñ. Darn o doa degaset gante torchennoù da lakat etre o fenn hag an terest, evit mirout da vezañ bloñset.

Divizet en doa K. arvestiñ kentoc'h eget komz, ha setu ne glaskas ket en em zifenn pa voe rebechet dezhañ an dale a oa gantañ; lavaret a reas hepken: »Marteze e teuan re ziwezhat, met bremañ emaon amañ.« Stlakadegoù-daouarn, adarre eus lodenn zehou ar sal, a savas da heul e gomzoù. Aes eo an dud-se da c'hounit, a soñjas K., nec'het hepken gant ar sioulder a rene e lodenn gleiz ar sal a oa dres a-drek dezhañ, ha na oa deut diouti nemet un nebeud stlakadennoù-daouarn rouez a-walc'h. Soñjal a reas er pezh a c'hallje lavaret evit gounit an holl war un dro, pe, ma ne vije ket tu, evit gounit ar re all, da vihanañ ur wech an amzer.

»Ya«, eme an den, »met bremañ n'on ket mui rediet d'ho atersiñ« - grozmol a savas adarre, met en dro-mañ e c'halle an trouz bezañ treuzkomprenet, rak an den a lavaras c'hoazh, en ur ober sin d'an dud gant e zorn »hen ober a rin koulskoude, evit ar wech-mañ hepken. Arabat deoc'h erruout re ziwezhat ur wech all. Ha bremañ tostait!« Unan bennak a lammas diwar al leurenn hag evel-se e voe diac'hubet ur plas evit K. hag a bignas warnañ. En e sav e oa, stok ouzh an daol ha ken bras e oa ar mesk a-drek dezhañ ma rankas stourm evit mirout da vountañ taol-skrivañ ar barner-enklasker, ha marteze ar barner e-unan, diwar al leurenn.

Ar barner-enklasker ne daolas ket pled; chom a reas koazezet en e aez war e gador, ha goude bezañ lavaret d'an den a-drek dezhañ ur ger evit echuiñ, e krogas en ur c'harned, an dra nemetañ a oa war e daol. Heñvel e oa ouzh ur c'haier-skol, kozh ha distummet-holl dre forzh bezañ follennataet. »Neuze«, eme ar barner-enklasker da K. war un ton asur »c'hwi zo liver-mogerioù diouzh ho micher?« - »N'on ket«, eme K., »pennvelestrour en ur bank bras on.« Da heul ar respont-se e tarzhas, er strollad dehou, ur c'hoarzhadeg ken c'hwek ma rankas K. c'hoarzhin ivez. En em harpañ a rae an dud gant o daouarn war o ilinoù en ur hejañ o c'horfoù evel pa vijent skoet gant barradoù-gwaskenn diroll. War ar pondalez-tro zoken e oa hiniennoù o c'hoarzhin. Ar barner-enklasker, savet droug-ruz ennañ, ha dic'halloud moarvat da enebiñ ouzh an dud en traoñ, a glaskas en em zigoll diwar-goust ar re a oa el laez; lammat a reas en e sav, hag e laoskas gourdrouzoù war-du ar pondalez-tro, ken ma teuas e zivabrant, dister a-walc'h ordinal, da goeñviñ ha d'en em zastum en ur bolotenn fuilh ha du o valirañ a-us d'e zaoulagad.

El lodenn gleiz eus ar sal e rene c'hoazh ar sioulder, an dud renket a-steudadoù o doa troet o fennoù war-du al leurenn hag a selaoue habask ar c'homzoù eskemmet el laez kenkoulz hag an trouz graet gant ar strollad all; gouzañv a raent zoken gwelet hiniennoù eus o strollad o sevel, gwech ha tro, a-du gant re ar strollad all. Tud ar strollad kleiz, bihanoc'h o niver, a oa marteze ken dibouez ha reoù ar strollad dehou, met kalz pouezusoc'h e seblantent bezañ dre o emzalc'h sioul. Pa stagas K. da gomz e oa sur e klotje e arguzennoù gant o mennozhioù.

»Ho koulenn, Aotrou Barner-enklasker - ho komzoù kentoc'h, rak e gwirionez n'ho peus ket goulennet ouzhin ha liver-mogerioù e oan diouzh ma micher, hen lavaret ho peus din e-kreiz ma fas - a ziskouez e pe zoare e vez kaset en-dro ar prosez graet a-enep din. Bez e c'hallit lavaret n'eus ket anv a brosez amañ hag ar gwir zo ganeoc'h, rak evit ma teufe an abadenn-mañ da vezañ ur prosez e rankfen anzav ez eo unan. Hen anzav a ran bremañ, dre druez koulz lavaret. Ne c'haller sellet nemet gant truez ouzh ar pezh a c'hoarvez amañ, da vihanañ ma teurvezer sellet outañ. Ne lavaran ket ez eo hemañ ur brizhprosez, met kinnig a ran deoc'h an anvadur-se kement ha reiñ deoc'h peadra d'en em soñjal.

Sac'hañ a reas K. hag e taolas e selloù d'an traoñ war-du ar sal. Flemmus e oa bet e gomzoù, flemmusoc'h eget n'en doa bet c'hoant, met reizh e oant evelato. Dellezek e vijent bet da vezañ degemeret, amañ pe ahont, gant stlakadennoù-daouarn, met sioul e oa ar sal; evit doare e oa an dud o c'hedal dibasiant ar pezh a oa da zont, marteze e oa un dra bennak o c'horiñ e-kreiz ar sioulder, un taol-strak hag a lakje fin da bep tra. Un hegas e voe gwelet an nor o tigeriñ bremañ e penn ar sal hag ar gannerez yaouank, echu ganti he labour emichañs, o tont er sal en ur sachañ selloù un toullad tud warni en desped d'an evezh he doa laket oc'h antreal. Ar barner-enklasker a voe an hini nemetañ o reiñ levenez da K., rak seblantout a rae bezañ bet skoet trumm gant e gomzoù. Betek-henn en doa selaouet en e sav, rak kouezhet e oa prezegenn K. warnañ dres d'an ampoent ma oa o sevel evit gourdrouz tud ar pondalez-tro. Neuze, e-pad an ehan, ez eas en e goazez tamm-ha-tamm, evel dre laerezh. Evit kuzhat e strafuilh, moarvat, e krogas adarre en e garnedig.

»Ne dalv ket ar boan«, a gendalc'has K., »ar pezh am eus lavaret, a zo kadarnaet ivez gant ho karnedig Aotrou Barner-enklasker. Laouen-bras dre ma ne gleve nemet e gomzoù sioul e-kreiz ar vodadeg estrenien, e kredas K. diframmañ ar c'harnedig eus etre daouarn ar barner-enklasker hag hen sevel er vann, dalc'het etre begoù e vizied evel un dra rukunus, dre unan eus ar follennoù-kreiz, e doare ma teuas war wel ar follennoù all, goloet war o daou du gant ur skritur stank, saotret gant tarchoù, ha melenaet o bevennoù. »Setu amañ teuliadoù ar barner-enklasker, emezañ en ur lezel ar c'harnedig da gouezhañ war an daol. »Lennit hardizh pelloc'h, Aotrou Barner-enklasker, tamm aon ebet n'am eus rak al levr-kont-mañ, daoust dezhañ bezañ dreist-diraez din, rak ne c'hallan kregiñ ennañ nemet gant daou viz ha morse ne gemerfen anezhañ em dorn.« Tapout a reas ar barner-enklasker ar c'harnedig - pezh na c'halle bezañ sellet, pe da vihanañ komprenet, nemet evel ur jestr a izelegezh goude ar vezhekadenn graet dezhañ -, klask a reas lakat un tamm urzh ennañ, hag hen digeriñ a reas en-dro evit adkregiñ da lenn ennañ.

Ken stenn e oa dremmoù an dud eus ar regennad kentañ, troet holl etrezek K., ma chomas ur predig da sellet d'an traoñ war-du enne. Paotred kozh e oant holl, darn gant ur barv gwenn. Marteze e oa gante ar galloud da levezoniñ ar vodadeg a-bezh, beuzet er sioulder goude prezegenn K., ur sioulder ha na oa ket bet torret zoken gant ar vezhekadenn graet d'ar barner-enklasker.

»Kement a zo c'hoarvezet ganin«, a gendalc'has K., war un ton izeloc'h en ur glask dizoleiñ un dra bennak e dremmoù an dud eus ar regennad kentañ, pezh a roe d'e brezegenn ur stumm dizurzhiet, »kement a zo c'hoarvezet ganin n'eo nemet un taol  degouezh dibouez a-walc'h peogwir n'on ket re skoet gant se, met un arouez eo koulskoude eus ar pezh a vez graet da galz tud all. Evit ar re-se emaon amañ ha n'eo ket evidon-me.

Komzet en doa un tammig uheloc'h hep rat dezhañ. En un tu bennak e stlakas unan e zaouarn savet d'an nec'h hag e huchas: »Bravo! Petra virfe? Bravo! Hag adarre bravo!« Er regennad kentañ e krogas hiniennoù en o barvioù, met hini ebet ne droas e benn pa voe laosket an huchadenn. K. ne reas ket kalz a van outi kennebeut, met kalonekaet e voe koulskoude; bremañ n'en doa ket ezhomm ken da  glevet an holl o stlakañ o daouarn; trawalc'h e oa dezhañ lakat e selaouerien da brederiañ war an afer, ha gounit gwech ha gwech all unan bennak gant e gomzoù.

»Ne glaskan ket ober berzh gant prezegennoù kaer«, eme K. o heuliañ neudenn e soñj, »ha ne gred ket din e vefen gouest da dizhout ar pal-se. An aotrou Barner-enklasker a oar sur-mat komz kalz gwelloc'h pa'z eus anezhañ ur prezegour a-vicher. Ne vennan nemet komz dirak an holl eus un direizhadenn hag a sell ouzh an holl. Selaouit: Dek devezh 'zo pe war-dro, on bet harzet hag ar fed-se, drezañ e-unan, a ra din c'hoarzhin, met n'eo ket aze emañ an dalc'h. Beure-mat on bet arsailhet em gwele, marteze dre ma oa bet roet urzh da herzel ul liver-mogerioù ken digablus ha me - se a c'hallfe bezañ, hervez ar pezh am eus klevet digant ar barner-enklasker - met me an hini eo a zo bet dibabet. Er gambr 'kichen e oa daou ward rust. Ma vije bet ac'hanon ul laer dañjerus ne vije ket bet kemeret muioc'h a ziarbennoù. Ar warded-se, war ar marc'had, a oa astud dizonest: torret o deus din ma fenn gant o randonerezh, klasket o deus en em werzhañ din, abegoù toull o deus klasket evit tennañ diganin ma lienaj ha ma dilhad, arc'hant o deus goulennet diganin, a-hervez evit degas din un tamm dijuni goude bezañ debret hep mezh ma dijuni-me dirak ma daoulagad. Ha se ne oa ket trawalc'h. Kaset on bet en un drede kambr dirak an evezhier. Ar gambr-se a oa hini un dimezell am eus kalz a istim eviti ha ranket em eus gwelet ar gambr-se saotret, koulz lavaret, dre vezañs an daou ward, ha kement-se abalamour din, daoust ma ne oa ket dre ma faot. Ne oa ket aes din chom sioul. Dont a ris a-benn koulskoude ha goulenn a ris ouzh an evezhier, gant ur vouezh sioul-kenañ  - ma vefe-eñ amañ e rankfe kadarnaat ma c'homzoù - perak e oan bet harzet. Ha petra a respontas neuze an evezhier-se hag a welan c'hoazh dirakon, azezet, evel ur skeudenn vev eus an diotañ rogoni war gador an dimezell meneget a-raok? Ne respontas netra, aotrounez, marteze ne ouie netra e gwirionez; ma harzet en doa ha laouen e oa gant se. Ha kaeroc'h c'hoazh en deus graet: degaset en deus e kambr an dimezell-se tri implijad izel eus ar bank hag o deus kavet mat tastornat ha lakat mesk-ha-mesk luc'hskeudennoù an dimezell. Evit un abeg all c'hoazh, evel-just, e oa bet degaset an implijidi-se aze: sañset e oant, kenkoulz ha ma lojerez hag he matezh, da skignañ ar c'heloù e oan bet harzet, da zispenn ma brud-vat ha dreist-holl d'am lakat en arvar da vezañ torret diouzh ma c'harg er bank. Eus kement-se holl n'eo bet kaset netra, netra ebet, da bennvat; ma lojerez zoken, ur vaouez eeun anezhi, an itron Grubach - lavaret a ran hec'h anv evit ober enor dezhi - an itron Grubach zoken he deus bet trawalc'h a skiant-vat evit kompren e oa ur seurt taol da lakat e renk un argadenn kaset da benn war ar straed gant kañfarded laosket d'ober o roll. Hen lavaret a ran adarre: n'em eus bet diwar an afer-se nemet un tamm displijadur ha hegaset on bet ivez mui pe vui. Met daoust hag-eñ ne c'hallje ket bezañ savet d'he heul diaesterioù kalz grevusoc'h?«

Pa ehanas K. da gomz ha pa daolas ur sell ouzh ar barner-enklasker chomet dilavar, e kavas dezhañ bezañ gwelet hemañ oc'h ober ur wignadenn war-du unan bennak en engroez. Mousc'hoarzhin a reas K. hag e lavaras: »Emañ an aotrou Barner-enklasker amañ, em c'hichen, oc'h ober ur sin kevrinek da unan bennak. En ho touez, eta, ez eus tud renet eus al laez. N'ouzon ket pe stlakadennoù-daouarn pe c'hwitelladennoù a oa da vezañ lusket gant ar sin-se, ha sklaer eo din n'hen gouezin morse dre ma tiskulian an itrik a-raok na vefe graet tra pe dra. Ingal eo din forzh penaos, hag e roan aotre d'an aotrou Barner-enklasker da gemenn e urzhioù en ur mod all d'e c'hopridi a zo aze en traoñ, hag e-lec'h ober gant sinoù, da lavaret dezhe a vouezh uhel, da skouer: "Bremañ, c'hwitellit!" hag ur wech all: "Bremañ stlakit ho taouarn!"«

Ar barner-enklasker, nec'het pe dibasiant, a vrañskelle war e gador. An den a-drek dezhañ, hag a oa bet dija o komz gantañ, a stouas adarre war-du ennañ, marteze evit e galonekaat pe evit reiñ ur c'huzul dezhañ. En traoñ e varvailhe an dud a vouezh izel, met war un ton leun a virvilh. An daou strollad, hag a seblante o mennozhioù bezañ ken disheñvel betek-henn en em veske bremañ; gant o biz e tiskoueze reoù zo  K., ha reoù all ar barner-enklasker. Heskinus-meurbet e oa an aezhenn goumoulek a oa er sal hag a vire zoken da sellet pizh ouzh an dud a oa pelloc'h. Diaezet e oa dreist-holl arvesterien ar pondalez-tro hag a oa rediet d'ober a vouezh izel - en ur deurel, dre zindan, selloù lentik war-du ar barner-enklasker - goulennoù ouzh izili ar vodadeg, evit gouzout an doare. A vouezh ken izel-all, e goudor an dornioù dalc'het dirak ar muzelloù, e veze roet ar respontoù.

»Tost echu eo ganin«, eme K. en ur skeiñ un taol dorn war an daol, o vezañ ma ne oa kloc'h ebet; spontet gant an trouz, e tispartias ar barner-enklasker hag e guzulier o fennoù an eil diouzh egile. »Distag on-me diouzh an afer-mañ hag e varnan pep tra gant habaskted, neuze - ma rit stad eus ar seurtanvet lez-varn-mañ - e c'hallit tennañ kalz a c'hounid eus ma c'homzoù. Ho pediñ a ran da c'hoursezañ gant ho kendivizoù diwar-benn ar pezh a lavaran, rak n'em eus ket kalz a amzer ha dizale ez in kuit.

Diouzhtu e renas ar sioulder, ken bras e oa dija beli K. war ar vodadeg. Ne save ket mui kriadennoù amañ hag ahont evel er penn kentañ, ne stlake hini ebet e zaouarn, met an dud a seblante bezañ kendrec'het, pe tost-tre da vezañ. »Hep mar ebet«, eme K. a vouezh izel-tre, rak plijout a rae dezhañ gwelet an dud bodet er sal o selaou e gomzoù gant evezh, en ur sioulder ma save diouti un hiboudig kalz entanusoc'h eget ar birvidikañ stlakadennoù-daouarn, »hep mar ebet, ez eus a-drek holl zivizoù al lez-varn, evidon-me eta a-drek an diviz d'am herzel ha d'am atersiñ hirie, levezon un Aozadur bras.

Un Aozadur hag a implij estreget gwarded dizonest, evezhierien droch ha barnerien-enklask dilorc'h, rak en e servij ez eus ivez strolladoù uhelvarnerien ha pennvarnerien gant un heuliad hir a gomised, skriverien, archerien ha darbarerien a bep seurt, marteze zoken bourevien, ne gilan ket dirak ar ger-se. Ha pehini eo kefridi an Aozadur bras-se, aotrounez? lakat herzel tud digablus ha ren en o enep prosezioù diboell ha peurliesañ hep disoc'h, evel an hini a sell ouzhin. Penaos, e-touez kemend-all a ziboellegezh, mirout ouzh ar gargidi da gouezhañ er gwashañ dizonestiz? N'eo ket posupl! Ar barner uhelañ zoken ne zeufe ket a-benn d'en em ziwall e-unan. Setu perak e klask ar warded laerezh an dilhad diwar korfoù ar re harzet, setu perak en em sil an evezhierien e lojeizioù tud estren hep bezañ aotreet, setu perak e tle tud digablus bezañ dismegañset dirak an holl e-lec'h bezañ aterset. Ar warded n'o deus komzet nemet eus mirlec'hioù ma vez gorrennet enne traoù personel an dud harzet. Me a garfe gwelet ur wech ar mirlec'hioù-se m'emañ o vreinañ enne ar madoù gounezet war-bouez kalz a boan gant ar re harzet, ma n'int ket bet laeret dija gant implijidi dizonest ar mirlec'h.

Komzoù K. a voe troc'het gant ur griadenn o tont eus penn pellañ ar sal; gwareziñ a reas e zaoulagad gant e zorn evit gwelet pizh rak dallet e oa gant sklêrijenn divoull an deiz hag a roe ul liv damwenn d'an aezhenn. Ar gannerez an hini oa, ha diouzhtu pa oa-hi antreet en doa komprenet K. e oa diaesterioù da c'hortoz diganti. Daoust ha kiriek e oa bremañ pe get? Ne oa ket tu da c'houzout. K. a welas hepken e oa bet sachet en ur c'horn e-kichen an nor gant ur gwaz hag he starde outañ. Ne oa ket hi avat a oa o vlejal, met ar gwaz; digor-bras e oa e c'henoù gantañ ha sellet a rae ouzh an terest. Un toullad tud a oa strollet en-dro dezhe, arvesterien ar pondalez-tro a seblante bezañ laouen o welet e oa bet freuzet evel-se an aergelc'h sirius degaset gant K. er vodadeg. Bountet gant e lusk kentañ, e vennas K. redek diouzhtu betek eno, en ur soñjal ivez e vije plijet an holl ma vije laket an urzh da ren, pe, da vihanañ, ma vije taolet ar c'houblad-se e-maez ar sal; er regennadoù kentañ, avat, ne c'hoarvezas netra, hini ebet ne fiñvas, hini ebet ne lezas K. da dremen. Er c'hontrol, stanket e voe an hent outañ, paotred kozh a astennas o brec'hioù dirakañ hag un dorn bennak a-drek dezhañ - n'en doe ket amzer da dreiñ e benn - a grogas en e golier. Disoñjet en doa K. ar c'houblad, en em santout a rae evel pa vije bet krennet e frankiz, evel pa vije harzet da vat hag hep teurel evezh ouzh netra e lammas d'an traoñ diwar al leurenn. En em gavout a rae bremañ tal-ouzh-tal gant an engroez. Daoust ha reizh e oa bet e soñj diwar-benn an dud? Daoust ha re a fiziañs en doa bet en e brezegenn? Daoust ha c'hoariet e oa bet ur roll gant an dud keit ha ma oa bet o komz, ha bremañ, pa oa tost da glozañ e brezegenn, daoust hag aet e oant skuizh gant ar c'hoari? Na pebezh dremmoù en-dro dezhañ! Daoulagadigoù du o silañ selloù amañ hag ahont, jodoù laosk evel jodoù mezvierien; reut ha rouez e oa o barvioù hir, ha kregiñ enne a oa evel dispakañ skilfoù hepmuiken, ha neket evel kregiñ e barvioù. Met dindan ar barvioù - ha se a voe an dizoloadenn vras a reas K. - e oa arouezioù a bep ment hag a bep liv o skediñ war ar porpantoù. An holl, kement ha ma c'halled gwelet, o doa arouezioù a-seurt-se. Par an eil d'egile e oant holl, ar strollad dehou hag ar strollad kleiz a oa e gwirionez ur strollad hepken, ha pa droas K. e benn e welas ar memes arouezioù war gouzougenn ar barner-enklasker hag a selle sioulik d'an traoñ, e zaouarn gantañ en e varlenn. »Setu«, a huchas K. en ur sevel e zivrec'h er vann, rak an dizoloadenn drumm en doa graet a c'houlenne kalz a ichoù, »c'hwi zo kargidi, an holl ac'hanoc'h, war a welan, c'hwi eo ar vandennad tud dizonest am eus komzet en o enep, en em silet oc'h amañ evit selaou ha spiañ, savet ho peus fals-strolladoù ha stlaket eo bet an daouarn evit ma amprouiñ, c'hoant ho poa da zeskiñ penaos touellañ tud digablus! Emichañs n'oc'h ket bet amañ evit netra, marteze oc'h bet diduellet gant un den hag a c'hortoze diganeoc'h difenn ar re zidamall, pe marteze - laosk-me, peotramant e skoin«, a huchas K. d'ur c'hozhiad krenidik deut re dost dezhañ »pe marteze ho peus desket da vat un dra bennak. Gant-se e hetan deoc'h chañs vat en ho micher.« Hag eñ kregiñ buan en e dog chomet war bevenn an daol ha mont war-du an nor e-kreiz ar brasañ sioulder, mut ma oa an holl diwar o souezh. Evit doare e oa bet ar barner-enklasker buanoc'h c'hoazh eget K. rak e c'hortoz a rae e-kichen an nor. »Gortozit«, emezañ. K. a chomas a-sav hag a sellas, neket ouzh ar barner-enklasker, met ouzh an nor m'en doa tapet krog dija en he dornell. »Fellout a rae din hepken tennañ hoc'h evezh war un dra ha n'eo ket, moarvat, sklaer deoc'h«, eme ar barner-enklasker: »Hirie ho peus kollet ar chañs d'ober ho mad eus un atersadenn hag a zegas, e pep degouezh, ur gounid bennak d'ar re harzet.« C'hoarzhin a reas K. en ur sellet war-du an nor. »Hailhoned a zo ac'hanoc'h«, a huchas »ho tiskargañ a ran eus an holl atersadennoù«. War-se e tiskennas buan gant ar skalier. A-drek dezhañ e savas safar ar vodadeg, deut da vezañ adarre bev-buhezek rak krog e oa an dud, hervez mod ar studierien, da zivizout diwar-benn an darvoudoù.

Trede pennad
   Er sal-emvod goullo - ar studier - ar burevioù

E-pad ar sizhun war-lerc'h e c'hedas K. bemdez ur gemennaden nevez; ne oa ket evit krediñ e vije bet degemeret e gomzoù da wir p'en doa nac'het bezañ aterset, ha pa welas ne oa deut c'hoazh kemennadenn ebet d'ar Sadorn da noz, e soñjas e ranke, hep ma vije lavaret dezhañ, en em gavout adarre en hevelep lec'h d'an hevelep eur. Ha setu ma'z eas di d'ar Sul, met en dro-mañ ez eas ouzh-eeun dre ar skalieroù hag an trepasoù; tud hag o doa dalc'het soñj anezhañ hen saludas diwar toull o dorioù, met ne voe ket ret dezhañ ober goulennoù ha dizale en em gavas dirak an nor a oa o klask. Lopañ a reas ha diouzhtu e voe digoret dezhañ; hep sellet ouzh ar vaouez a oa chomet e-tal an nor e skoas war-du ar sal. Hirie n'eus dalc'h ebet, eme ar vaouez. »Ha perak 'ta?« a c'houlennas K., diskredik. Met a-benn ar fin e kredas ar pezh a lavare ar vaouez ha homañ a zigoras dezhañ dor ar sal. Goullo e oa evit gwir, ha dre ma oa goullo e seblante reuzeudikoc'h c'hoazh eget er Sul a-raok. War an daol, chomet digemm e-kreiz al leurenn, e oa un toullad levrioù. »Bez'e c'hallan teurel ur sell war al levrioù?« a c'houlennas K., neket dre ranellerezh, met abalamour na felle ket dezhañ bezañ deut amañ evit netra. »Ne c'hallit ket«, eme ar vaouez en ur serriñ adarre an nor, »n'eo ket aotreet. Al levrioù-mañ zo d'ar barner-enklasker.« - »A! ya«, eme K. gant un hej d'e benn »al levrioù-mañ zo lezennaouegoù, moarvat, hag hervez kustum ar barnerezh-mañ, e tle ar re varnet bezañ war un dro digablus ha diouiziek.« - »Marteze a-walc'h«, eme ar vaouez hep bezañ komprenet mat e gomzoù. »Neuze, ez an kuit«, eme K. »C'hoant ho peus e kemennfen un dra bennak d'ar barner-enklasker?« a c'houlennas ar vaouez. »E anavezout a rit?« eme K. »Evel-just, ma gwaz zo komis el lez-varn.« Neuze hepken e verzas K. e oa deut ar gambr, na oa enni nemet ur gibell-walc'hiñ ar wech all, da vezañ bremañ ur sal-degemer leun a arrebeuri. Ar vaouez a welas e souezh hag a lavaras: »Ya, lojet omp amañ digoust, met d'an devezhioù merket evit an dalc'hioù e rankomp diac'hubiñ ar sal. Micher ma gwaz a zegas dimp a-wechoù diaesterioù. »N'eo ket abalamour d'ar sal ez on souezhet«, eme K. en ur deurel outi selloù du, »met kentoc'h abalamour ma'z oc'h dimezet.« - »Soñjal a rit marteze er pezh a zo c'hoarvezet e-pad an dalc'h diwezhañ, pa'z eo bet troc'het ho prezegenn?« a c'houlennas ar vaouez. »Evel-just«, eme K. »kozh eo an darvoud-se hirie ha tost ankouaet, met war an taol on bet fuloret da vat. Ha bremañ e lavarit ho-unan ez oc'h ur vaouez dimezet.« - »An troc'h graet en ho prezegenn n'en deus ket noazet ouzhoc'h. Fall a-walc'h oc'h bet barnet goude.« - »A c'hall bezañ«, eme K., c'hoant gantañ da cheñch kaoz, »met n'oc'h ket digarezet evit kelo-se.« - »Digarezet e vin gant an holl re am anavez«, eme ar vaouez »rak abaoe pell 'zo e vezan tregaset gant an hini a oa krog a-vriad ennon en deiz all. N'on ket gwall zedennus, moarvat, met dedennet e vez ganin koulskoude. N'eus remed ebet, ma gwaz zoken en deus graet e vennozh: m'en deus c'hoant da virout e blas-labour e rank gouzañv an dra-se rak egile all zo studier hag un deiz, marteze, e vo bras e c'halloud. Dalc'hmat e vez o redek war ma lerc'h, aet eo kuit dres a-raok deoc'h erruout amañ.« - »Kement-se a glot mat gant ar peurrest«, eme K., »n'on ket souezhet.« - »C'hoant ho peus da zegas amañ gwellaennoù?« eme ar vaouez, goustad hag evezhiek, evel pa c'hallje ar pezh a lavare bezañ arvarus eviti koulz hag evit K. »Hen komprenet em eus diouzh ho komzoù ha plijet kenañ on bet gant ho prezegenn. Ha koulskoude n'em eus klevet nemet un darn anezhi, rak kollet em eus an deroù, hag en dibenn e oan astennet gant ar studier war al leur. - Ken heugus eo amañ«, emezi goude un ehan en ur gregiñ e dorn K. »Krediñ a ra deoc'h bezañ gouest da zegas ur wellaenn?« Mousc'hoarzhin a reas K. en ur dreiñ e zorn un tammig en he daouarn blot. »E gwirionez«, emezañ, »n'on ket karget da zegas amañ gwellaennoù, evel ma lavarit, ha ma lavarfec'h se d'ar barner-enklasker, da skouer, e vefec'h goapaet pe kastizet zoken. Eus ma fenn ma-unan ne vijen ket deut da emellout e seurt traoù ha morse ne vije bet strafuilhet ma c'housk gant ar soñj eus ar gwellaennoù a vefe ezhomm da zegas el lezioù-barn. Met o vezañ ma'z on bet harzet - ya, harzet on, sañset - ez on bet rediet da emellout amañ, evidon ma-unan, evel-just. Hogen ma c'hallan e-skeud-se ober un dra bennak evidoc'h, hen grin a galon laouen. Ha n'eo ket hepken dre garantez evit an nesañ, met ivez abalamour ma c'hallit reiñ din ho skoazell.« - »Ha penaos e c'hallfen?« a c'houlennas ar vaouez. »Bez' e c'hallit, da skouer, diskouez din al levrioù a zo aze war an daol.« - »Hag e rin«, a huchas ar vaouez en ur sachañ anezhañ buan war he lerc'h. Al levrioù a oa kozh ha forbuet, unan eus ar goloioù a oa faoutet en e greiz hag an daou damm anezhañ a oa dalc'het asambles gant un nebeud neudennoù hepken. »Na pegen lous eo pep tra amañ«, eme K. gant un hej d'e benn tra ma rae ar vaouez un tamm torchañ d'al levrioù gant he zavañjer evit o diboultrennañ, da vihanañ diwar-c'horre, a-raok na krogje K. enne. Digeriñ a reas K. al levr a oa war-benn ar re all hag ur skeudenn dizoare a zeuas war wel: ur gwaz hag ur vaouez azezet en noazh war ur gourvezvank. Sklaer hag anat e oa mennad displet an tresour, met ken bras e oa bet e ziampartiz ma ne weled a-benn ar fin nemet ur gwaz hag ur vaouez o tifoupañ eus ar skeudenn gant korfoù re fetis, re sonn en o azez, ha poan dezhe o treiñ an eil war-du egile en abeg d'un diarsell gwariet. Ne glaskas ket K. follennata pelloc'h, digeriñ a reas hepken an eil levr, anezhañ ur romant gant an talbenn: »Ar poanioù pere he devoe Grete da c'houzañv a-berzh he gwaz Hans.« - »Setu al lezennaouegoù a vez studiet amañ«, eme K., »ha gant tud evel-se e rankan bezañ barnet.« - »Ho skoazellañ a rin«, eme ar vaouez. »Mat eo deoc'h?« - »Tu ho pije d'hen ober hep riskl ebet evidoc'h? Lavaret ho peus din e oa ho kwaz e dalc'h e renerien,« - »Ho skoazellañ a fell din koulskoude«, eme ar vaouez »deuit, ret eo dimp komz eus se. Na gomzomp ket ken eus ar riskl a gemeran; aon rak ar riskl n'em bez nemet el lec'h ma fell din kaout aon rakañ. Deuit.« Diskouez a reas al leurenn hag e bediñ a reas da vont da azezañ ganti war ar bazenn. »Daoulagad kaer ha teñval ho peus«, emezi ur wech azezet, en ur sellet ouzh dremm K. dre zindan, »lavaret e vez din em eus daoulagad kaer met kalz kaeroc'h eo ho re deoc'h. Dedennet eo bet ma evezh diouzhtu gante, ar wech kentañ ma'z oc'h deut amañ. Ha setu perak on deut goude er sal-emvod, pezh na ran morse a-hend-all hag a zo difennet ouzhin, koulz lavaret.« Ma! Setu neuze, a soñjas K., en em ginnig a ra din, ken breinet eo hag an holl re amañ tro-war-dro, aet eo skuizh gant implijidi al lez-varn, pezh a zo aes da gompren, ha saludiñ a ra n'eus forzh pe estren en ur veuliñ e zaoulagad. Mont a reas K. en e sav hep rannañ grik, evel p'en dije dispaket e soñj a vouezh uhel dirak ar vaouez ha displeget dezhi ar perag eus e emzalc'h. »Ne gred ket din e c'hallit ma skoazellañ«, emezañ, »rak evit ma skoazellañ da vat e vefe ret deoc'h bezañ e darempred gant uhelgargidi. C'hwi, sur-mat, n'anavezit nemet an implijidi izel a vez o straniñ amañ a-vil-vern. Hep mar ebet ez anavezit mat-tre ar re-se ha gouest e vefec'h ivez da gaout meur a dra digante, war se n'em eus douetañs ebet, met ar pep gwellañ eus ar pezh a c'hallfec'h kaout digante a vefe diefed a-grenn war diskoulm ar prosez. Ha c'hwi, da heul, a gollfe un toullad mignoned. Ne c'houlan ket se. Kendalc'hit da zaremprediñ an dud-se evel boaz, seblantout a ra din ho peus tremen ezhomm d'hen ober. Ne lavaran ket se hep keuz, rak kement ha distreiñ deoc'h ho meuleudioù, plijout a rit din ivez, dreist-holl bremañ pa sellit ken trist ouzhin, ha se hep an disterañ abeg. Ezel oc'h-c'hwi eus ar gevredigezh a rankan-me stourm outi, brav en em gavit enni, karout a rit zoken ar studier pe, ma n'hen karit ket, ez oc'h, da vihanañ, muioc'h douget dezhañ eget d'ho kwaz. Se a oa aes da gompren diouzh ho komzoù.« - »Nann!« a huchas-hi en ur chom en he c'hoazez; neuze e krogas e dorn K. ken prim ma n'en doe ket amzer da herzel outi. »Ne c'hallit ket mont kuit bremañ, Ne c'hallit ket mont kuit gant ur fals-varnadenn diwar ma fenn! Ha barrek e vefec'h da vont kuit bremañ? Daoust ha ken didalvoud on, ma ne vennit ket zoken ober din ar blijadur da chom amañ ur pennadig c'hoazh?« - »N'ho peus ket komprenet mat«, eme K. en ur vont en e goazez, »ma fell deoc'h e chomfen, e chomin laouen, amzer a-walc'h am eus, deut on amañ gant ar gredenn e vije graet hirie un atersadenn. Gant ar pezh em eus lavaret deoc'h bremaik, ne felle din nemet ho pediñ da chom hep emellout em frosez. Met arabat deoc'h bezañ feuket gant se, rak eus disoc'h ar prosez ne ran forzh ebet ha ne c'hallin nemet c'hoarzhin diwar ar varnadenn. Gant ma teuio ar prosez d'un dibenn gwirion, evel-just, met diskrediñ a ran war se. Krediñ a ran kentoc'h ez eo bet troc'het red ar prosez - pe e vo troc'het dizale - dre faot kargidi lezirek, troet da zisoñjal, pe marteze spontik zoken. Met bez' e c'hallfent ivez ober van da gas ar prosez war-raok gant ar spi da rastellat manegadoù a-zoare; en aner m'hen lâr deoc'h, rak ne walc'hin-me e zaouarn da zen ebet. Ur servij a c'hallfec'h rentañ din koulskoude: reiñ da c'houzout d'ar barner-enklasker, pe da unan bennak a oar brudañ keleier pouezus, ne c'hallo morse den ebet, kaer en dije implijout ar gwidreoù niverus anavezet ken mat gant an aotrounez, ma darboellañ da reiñ manegadoù. Mont a rafe an tenn er c'hleuz, se a c'hallit lavaret dezhe krak ha krenn. A-hend-all, hen komprenet o deus marteze o-unan dija, ha pa n'o deus ket, ne gavan ket talvoudus e vefe gouezet bremañ. Nebeutoc'h a labour o dije an aotrounez dre-se ha nebeutoc'h a ziaesterioù am bije me ivez, evel-just, met kemer a ran laouen an diaesterioù warnon pa ouzon e vo pep hini anezhe un taol kalet evit ar re all. Eus ma gwellañ e rin evit ma vo kont evel-se. Anavezout a rit ar barner-enklasker?« - »Evel-just«, eme ar vaouez, »ennañ end-eeun e oan o soñjal p'am boa kinniget deoc'h un tamm skoazell. Ne ouien ket e oa anezhañ ur c'hargiad a renk izel, met o vezañ m'hen lavarit-c'hwi, ez eo sur a-walc'h ar wirionez. Krediñ a ran koulskoude e c'hall e zanevellskrid levezoniñ tamm pe damm ar re a zo a-us dezhañ. Ha meur a zanevellskrid a vez savet gantañ. Lezirek eo ar gargidi, emezoc'h, met se ne dalvez ket evit an holl anezhe. Ne dalvez ket sur-mat evit ar barner-enklasker-se, rak skrivañ a ra kalz. Disul diwezhañ, da skouer, e oa padet an dalc'h betek deroù an abardaez. Goude ma oa aet an holl kuit e oa chomet ar barner-enklasker er sal ha ranket em boa degas ur gleuzeur dezhañ; n'em boa nemet ur gleuzeur-gegin vihan met kontant e oa ganti ha diouzhtu e oa staget da skrivañ. E-keit-se e oa erruet ma gwaz hag en doa bet e zevezh ehan d'ar Sul-se end-eeun, ha ni da gerc'hat an arrebeuri ha da adaozañ hor c'hambr; deut e oa ivez amezeien d'hor c'havout, ha graet hor boa gante un tamm kaozeadenn e skleur ur c'houlaouenn-goar. E berr gomzoù, e oa ankouaet ganimp ar barner-enklasker pa oamp aet da gousket. Met a-daol-trumm, e-kreiz an noz, ha sur a-walc'h e oa diwezhat-tre en noz, e tihunan hag e welan ar barner-enklasker 'tal kichen ma gwele, e zorn o vouchañ ar gleuzeur evit mirout na gouezfe ar sklêrijenn war ma gwaz, pezh a oa diezhomm rak ken don e kousk ma gwaz en noz ma ne vije ket bet dihunet gant ar sklêrijenn. Gant ar spontet ma oan ez eo bet darbet din leuskel ur griadenn, met hegarat-tre eo bet ar barner-enklasker: ma aliet en deus da deurel evezh hag e chuchumuchu en deus lâret din e oa bet o skrivañ betek-henn, neuze e oa deut da reiñ din ar gleuzeur en-dro ha ne gollje morse ar soñj eus ar gwel en doa bet diouzhin pa oan kousket. Kement-se holl evit lavaret deoc'h e vez skrivet e gwirionez kalz a zanevellskridoù gant ar barner-enklasker, dreist-holl diwar ho penn rak atersiñ ac'hanoc'h a oa hep mar ebet unan eus palioù pennañ ar vodadeg dalc'het disul diwezhañ. Danevellskridoù ken hir ne c'hallont ket bezañ dibouez a-grenn. Ouzhpenn-se, evel ma c'hallit gwelet diouzh ar pezh a zo c'hoarvezet, e klask ar barner-enklasker frot ouzhin hag en amzerioù kentañ - rak n'eus ket gwall bell c'hoazh abaoe m'en deus laket e soñj ennon - e c'hallan kaout ul levezon vras warnañ. Ha traoù all a ziskouez ivez pegen tomm eo ouzhin. Dec'h, dre hanterouriezh ar studier - ur c'henlabourer dezhañ eo ar studier hag ennañ en deus kalz a fiziañs - en doa kaset din e prof ur re loeroù seiz, a-hervez evit goulenn diganin lakat urzh er sal-emvod, met un digarez ne oa ken, rak ma dever eo ober al labour-se ha paeet e vez ma gwaz evitañ. Loeroù kaer eo ar re-mañ, sellit 'ta!« - ha hi da astenn he divhar en ur sevel he brozh betek he daoulin, ha da deurel ur sell war al loeroù -, »ya, loeroù kaer int, met e gwirionez re fin ha re cheuc'h evidon.«

A-daol-trumm e tavas, hag en ur lakat he dorn war dorn K. evel p'he dije bet c'hoant d'e sioulaat, e hiboudas: »Chomit peoc'h, emañ Berthold o sellet ouzhimp.« Goustad e savas K. e zaoulagad. E toull dor ar sal-emvod e oa un den yaouank mentet bihan, gant divhar un tammig kromm hag a glaske c'hoari e baotr en ur silañ dibaouez e vizied en e varv damruz, berr ha rouez. K. a daolas warnañ ur sell ranell, rak ar wech kentañ e oa dezhañ en em gavout tal-ouzh-tal gant unan hag a oa o studiañ skiant dianavez ar gwir, un den hag a oa tonket dezhañ, moarvat, pignat uhel e renkadoù ar gargidi. Ar studier, en enep, ne reas van ebet eus K., met ur sin a reas d'ar vaouez gant e viz, hag en doa tennet evit ur predig eus e varv, hag ez eas etrezek ar prenestr; ar vaouez a stouas war-du K. hag a lavaras e chuchumuchu: »Arabat deoc'h kaout droug ouzhin, me ho ped, arabat drouksoñjal diwar ma fenn, ret eo din mont bremañ d'e gaout, da gaout an euzhden-se, sellit 'ta ouzh e zivhar tort. Met erru on diouzhtu en-dro ha neuze ez in ganeoc'h, m'am c'hasit ganeoc'h ez in da lec'h ma karoc'h, grit ganin pezh a blijo deoc'h, evurus e vin pa vin aet kuit ac'hann evit pell amzer, pe gwelloc'h c'hoazh da viken.« Flourañ a reas c'hoazh dorn K., lammat en he sav ha redek betek ar prenestr. Hep rat dezhañ e klaskas K. tapout he dorn diwar-nij. Hoalet da vat e oa gant ar vaouez-se ha kaer en doa prederiañ, ne wele ket pe abeg en dije bet d'en em zifenn ouzh an hoal a save diouti. Hep poan e pellaas  diouzh e spered ar soñj e klaske ar vaouez tapout krog ennañ war urzh al lez-varn. E pe zoare e c'hallje tapout krog ennañ? Daoust ha ne oa ket-eñ dieub a-walc'h evit gallout reiñ lamm diouzhtu d'al lez-varn, da vihanañ evit ar pezh a selle outañ? Daoust ha ne c'halle ket kaout un tammig fiziañs ennañ e-unan? Ar c'hinnig he doa graet da reiñ skoazell dezhañ a seblante dont eus kreiz he c'halon ha marteze ne oa ket didalvoud. Hag an doare gwellañ d'en em veñjiñ eus ar barner-enklasker hag e goskor a oa moarvat tennañ ar vaouez-se eus o c'hrabanoù hag he c'has gantañ. Neuze e c'hallfe c'hoarvezout gant ar barner-enklasker kavout goullo gwele ar vaouez goude bezañ poaniet o skrivañ danevelloù gaouiat diwar-benn K. diwezhat en noz. Goullo peogwir ar vaouez-se, e toull ar prenestr, gant he c'horf fonnus, gwevn ha tomm paket en ur sae deñval e gwiad gros ha pounner, a oa da K., ha dezhañ nemetken.

Goude bezañ argaset evel-se e zisfiziañs e-keñver ar vaouez, e krogas da gavout re hir an diviz dalc'het a vouezh izel e-tal ar prenestr, hag e skoas war al leurenn, da gentañ gant oeñsoù e vizied, ha neuze gant e zorn serret. Ar studier a daolas ur sell ouzh K. dreist skoaz ar vaouez, met ne seblantas ket bezañ direnket. Padal, en em stardañ a reas zoken ouzh ar vaouez hag e vriatas anezhi. Hi a stouas izel he fenn, evel pa vije o selaou e gomzoù gant evezh, ha tra ma oa soublet evel-se e roas dezhi ur pok trouzus war he gouzoug hep paouez nemeur da gaozeal. Evit K. e oa kement-se ur brouenn eus ar veli en doa ar studier war ar vaouez; mont a reas en e sav hag e krogas da bazeal dre ar gambr. A-greiz teurel selloù a-gorn ouzh ar studier, e prederie war an doare gwellañ d'en em zizober dioutañ ha gant-se ne voe ket displijet pa lavaras dezhañ ar studier - hegaset evit doare o welet K. o pazeal hag a-wechoù zoken o tankeal: »Ma kollit pasianted, e c'hallit mont kuit. Gallet ho pije mont kuit abretoc'h, n'ho pije graet diouer da zen ebet. Ya, dleet e oa deoc'h zoken bezañ aet kuit diouzhtu, ha skarzhañ buan pa'z on antreet.« Er c'homzoù-se e oa moarvat holl fulor ar bed o tarzhañ, met bez' e oa ivez enne rogentez un danvez reizhaouer o komz ouzh un tamallad kasaüs. K. a chomas en e sav, stok outañ, hag a lavaras gant ur  mousc'hoarzh: »N'em eus ket kalz a basianted, gwir eo, met diskoulmet e vefe buan ar gudenn ma kerzhfec'h-c'hwi diwar hon tro. Ma'z oc'h deut amañ evit studiañ - rak  klevet em eus ec'h oc'h studier - e vin kontant d'ober plas deoc'h ha da vont kuit gant ar vaouez. Forzh penaos e vo ret deoc'h studiañ kalz a-raok dont da vezañ barner. N'anavezan ket gwall vat ho justis, met krediñ a ra din koulskoude n'eo ket a-walc'h bezañ gouest da zibunañ kozh kaozioù evel ma ouzoc'h ober dija ken brav ha ken divergont.« - »Ne zleje ket bezañ bet laosket da vont ha dont en e frankiz«, eme ar studier evel p'en dije bet c'hoant da reiñ d'ar vaouez un displegadenn evit komzoù dismegañsus K., »Ur fazi e oa. Hen lavaret em eus d'ar barner-enklasker. Ret e vije bet, da vihanañ, e graouiañ en e gambr etre an atersadennoù. A-wechoù ne c'haller ket kompren ar barner-enklasker.« - »Komzoù goullo«, eme K. en ur astenn e zorn war-du ar vaouez, »Deuit 'ta.« - »Arsa«, eme ar studier, »nann, nann, n'ho po ket anezhi«, ha gant un nerzh dic'hortoz e wintas ar vaouez war e vrec'h, ha krommet e gein gantañ e redas war-du an nor en ur parañ selloù flour warni. Anat e oa en doa aon tamm pe damm, met daoust da se e kredas hegañ K. en ur stardañ hag en ur flourikat brec'h ar vaouez gant e zorn dieub. Un nebeud kammed a reas K. en e gichen, prest da gregiñ ennañ ha, ma vije ret, d'hen tagañ. Neuze e lavaras ar vaouez: »Ne dalv ket ar boan, ar barner-enklasker en deus roet urzh d'am c'herc'hat, ne c'hallan ket mont ganeoc'h, rak an euzhdenig-mañ« - en ur zistagañ ar c'homzoù-se e tremenas e zorn war dremm ar studier »an euzhdenig-mañ ne ziskrog ket diouzhin.« - »Ha ne fell ket deoc'h bezañ dieubet!« a huchas K. en ur lakat e zorn war skoaz ar studier hag a glaskas kregiñ ennañ gant e zent. »Nann!« a huchas ar vaouez en ur zizarbenn K. gant he daou zorn, »nann, nann, na rit ket se, petra a dro en ho penn! Da goll ez afen. Laoskit-eñ eta, o mar plij, laoskit-eñ. Ne ra nemet sentiñ ouzh urzh ar barner-enklasker ha ma dougen a ra betek ennañ.« - »Neuze, ra gerzho ac'hann, hag evit pezh a sell ouzhoc'h, ne c'houlan ket ho kwelet ken«, eme K. fuloret ha dipitet en ur reiñ d'ar studier un taol-bount en e gein, ken ma strebotas hemañ un tammig evit lammat diouzhtu uheloc'h a-se gant e samm war e vrec'h, ken laouen ma oa abalamour na oa ket kouezhet. K. a yeas goustadik d'o heul; kompren a rae e oa bet trec'het da vat gant an dud-se evit ar wech kentañ. Evel-just, n'en doa abeg ebet da vezañ spontet, ne oa bet trec'het nemet abalamour m'en doa klasket an emgann. Ma chomfe er gêr da ren e vuhez kustum e vefe mil gwech dreist da bep hini eus an dud-se hag e c'hallfe, gant un taol-troad, kas pep hini anezhe diwar e hent. Empentiñ a reas un arvest eus ar re zrochañ ha gwelet a reas dre e soñj ar studier truezus-se, ar bugel c'hwezhet-se, ar barveg kromm-se, daoulinet dirak gwele Elsa, e zaouarn juntet gantañ, o c'houlenn trugarez. An daolenn-se a blijas kement da K., ma tivizas kas ar studier gantañ da di Elsa ma kavje ur wech bennak an tu d'hen ober.

Broudet gant ar c'hoant gouzout e hastas K. war-du an nor evit gwelet da belec'h e oa douget ar vaouez rak ar studier ne oa ket evelkent o vont d'he dougen war e vrec'h dre ar straedoù. Evel ma welas, e oa kalz berroc'h an hent. Dreist a-geñver d'ar ranndi e oa ur skalier koad strizh hag a gase sur a-walc'h d'ar solier; ur c'horn-tro a oa ennañ ha dre-se ne c'halled ket gwelet ar penn uhelañ anezhañ. Dre ar skalier-se e tougas ar studier ar vaouez da laez, goustad-goustad en ur zic'hwezhañ rak dinerzhet e oa goude e redadenn. Ar vaouez a hejas he dorn etrezek an traoñ evit saludiñ K., hag en ur hejañ-dihejañ he divskoaz e klaskas reiñ dezhañ da gompren ne oa ket-hi kiriek d'ar skrapadenn, met gant ar jestr-se ne ziskoueze ket kalz a geuz. Gant un neuz diseblant e sellas K. outi evel ouzh un estrenez; ne felle ket dezhañ diskouez e oa dipitet, na kennebeud-all reiñ da c'houzout e oa aes dezhañ moustrañ war e zipit.

Aet e oant kuit o-daou, met chomet e oa K. e toull an nor. Un dra a seblante sklaer dezhañ: ouzhpenn e douellañ, he doa livet ar vaouez gevier p'he doa lavaret dezhañ e tlee bezañ douget davet ar barner-enklasker. Ne c'halle ket ar barner-enklasker bezañ er solier o c'hortoz. Ar skalier-koad, kaer a oa sellet ha disellet outañ, ne ziskulie netra. Neuze e verzas K. ur skritellig vihan e-kichen ar skalier; mont a reas da sellet a-dost hag e lennas ar gerioù-mañ skrivet gant un dorn diakuit evel hini ur bugel: »Skalieroù da vont da Vurevioù al Lez-varn.« Amañ eta, e solier ar c'hendi-mañ, e oa staliet burevioù al lez-varn? Ur seurt staliadur ne sache ket kalz a zoujañs warnañ hag an damallidi a c'halle bezañ divec'hiet o soñjal ne zlee ket bezañ bras an arc'hant gant ul lez-varn hag a stalie he burevioù en ul lec'h ma skoe feurmerien an ti, anezhe tud eus ar re baourañ, o c'hozh traoù didalvoud. E gwirionez e c'halled ivez soñjal e oa arc'hant a-walc'h, met a-raok na vije implijet ar gwenneien evit al lez-varn o doa taolet ar gargidi o c'hrabanoù warne. Ar pezh en doa gwelet K. betek-henn a roe lec'h da grediñ e oa kont evel-se, ha direizhderioù al lez-varn, daoust dezhe bezañ  un dismegañs evit un tamallad, a sioulae e spered muioc'h eget n'he dije graet paourentez al lez-varn. Kompren a rae K. ivez e c'halled kaout mezh o c'hervel un tamallad d'ar solier evit an atersadenn gentañ hag e veze kavet gwelloc'h e zirenkañ en e lojeiz. E peseurt renk eta en em gave K. e-keñver ar barner hag a oa staliet er solier, tra m'en doa-eñ er bank ur burev bras gant ur rakkambr hag ur werenn-brenestr ramzel, ma c'halle sellet drezi ouzh birvilh al leurgêr en traoñ! Gwir eo, n'en doa gounid ebet en tu all d'e c'hopr: na manegadoù nag arc'hant bogodet, ha ne c'halle ket reiñ urzh d'ur c'homis da zegas dezhañ, war e vrec'h, ur vaouez en e vurev. Met prest e oa K. da groaziañ war gement-se, da vihanañ er vuhez-mañ. K. a oa c'hoazh dirak ar skritellig pa welas ur gwaz o pignat gant ar skalier hag o sellet dre an nor digor er sal-degemer ma weled ac'hano ivez ar sal-emvod; a-benn ar fin e c'houlennas ar gwaz ouzh K. daoust hag-eñ n'en doa ket gwelet ur vaouez amañ nebeut a-raok. »C'hwi eo ar c'homis-lez-varn, neketa?« a c'houlennas K. »Ya«, eme ar gwaz. »A ya! c'hwi eo an tamallad K., hoc'h anaout a ran bremañ, bezit deut mat amañ.« Hag ez astennas e zorn da K. ha na oa ket engortoz eus kement-se. »Hirie ne vo dalc'h ebet«, eme ar c'homis pa verzas e chome K. dilavar. »Gouzout a ran«, eme K. en ur sellet pizh ouzh gwiskamant-kêr ar c'homis ma oa gwriet warnañ, e-kichen un nebeud nozelennoù boutin, evel arouez nemeti eus e garg, div nozelenn alaouret hag a seblante bezañ bet tennet diwar ur gwiskamant-ofiser. »Nebeut 'zo em eus komzet gant ho kwreg. N'emañ ket amañ ken. Douget eo bet gant ar studier davet ar barner-enklasker.« - »Gwelet a rit«, eme ar c'homis, »bepred e vez douget kuit diganin. Hirie emañ ar Sul, rak-se n'on ket rediet da labourat, ha koulskoude, evit bezañ pellaet diwar-dro e vezan kaset kuit gant ur gemennadenn bennak bep gwech didalvoud. Ne vezan ket kaset gwall bell hag evel-se e c'hallan kaout spi, ma hastan afo, da vezañ distroet e koulz. Ha me ken buan ha ma c'hallan d'ar burev merket din, huchal ma c'hemennadenn dre wask an nor en ur drec'hwezhiñ ken gwazh ma ne c'hall den kompren ma c'homzoù, neuze distreiñ d'ar red, hogen buanoc'h eo bet ar studier ha berroc'h e oa ivez e hent peogwir n'en doa ken 'met diskenn d'ar red gant skalier ar solier. M'am bije muioc'h a frankiz, em bije friket pell zo ar studier ouzh ar voger. Amañ 'tal 'kichen ar skritell. Hen ober a ran bepred em hunvreoù. Amañ emañ, un tamm bihan a-us d'al leur, peg-mat ouzh ar voger, e zivrec'h astennet, e grabanoù digor, e zivhar tort krommet betek stummañ ur c'helc'h, ha tro-dro dezhañ flistradennoù gwad. Betek-henn, avat, n'eo bet nemet un hunvre.« - »N'eus diskoulm all ebet?« a c'houlennas K. gant ur mousc'hoarzh. »Din da c'houzout n'eus ket«, eme ar c'homis. »Ha gwashoc'h c'hoazh eo deut da vezañ, rak betek-henn n'en doa douget anezhi nemet d'e di dezhañ, met evel ma oan engortoz abaoe pell zo, setu ma toug anezhi bremañ da di ar barner-enklasker.« - »Daoust ha n'he deus ket ho kwreg he lod-tamall ivez?« a c'houlennas K. hag a rankas moustrañ war e warizi evit ober ar goulenn-se. »Sur a-walc'h«, eme ar c'homis, warni dreist-holl e kouezh ar bec'h. Hi an hini eo he deus peget ennañ. Eñ a red war-lerc'h an holl femelezed. En ti-mañ hepken ez eo bet taolet er-maez eus pemp lojeiz ma oa en em silet enne. Ma gwreg, gwir eo, eo an hini gaerañ en ti a-bezh ha me, end-eeun, n'em eus ket droed d'en em zifenn.«  - »M'emañ kont evel-se, n'eus diskoulm ebet«, eme K. »Ha perak 'ta?« a c'houlennas ar c'homis. »Ret e vije tapout ar studier, ur paotr laosk anezhañ, pa glask lakat e grabanoù war ma gwreg ha reiñ dezhañ un trepan ken c'hwek ma ne gredo biken ken tostaat outi. Me n'em eus ket droed d'hen ober ha den ebet n'hen graio evidon rak an holl a zouj e c'halloud. Gant un den eveldoc'h hepken e c'hallfe bezañ graet.« - »Ha perak hen grafen-me? a c'houlennas K. souezhet. »Dindan damall emaoc'h«, eme ar c'homis. »Ya«, eme K. »met ken meur rak-se e tlefen kaout aon, rak ma ne c'hall ket, marteze, levezoniñ disoc'h ar prosez, e c'hall sur a-walc'h kaout levezon war ar ragenklask.« - »Ya, sur a-walc'h«, eme ar c'homis evel pa vije meno K. ken reizh hag e hini-eñ. »Diouzh reol, avat, ne vez ket renet amañ prosezioù aner.« - »N'on ket ali ganeoc'h«, eme K., »met se ne viro ket ouzhin da blediñ gwech an amzer gant ar studier.« - »Anaoudek-bras e vefen ouzhoc'h«, eme ar c'homis, reut un tammig; evit doare ne grede ket e c'hallje e vrasañ c'hoant bezañ sevenet. »Ar memes tra a vefe dleet moarvat da lod all eus ho kargidi, pe marteze zoken d'an holl anezhe.« - »Ya, ya«, eme ar c'homis, evel pa vefe se un dra anat. Neuze e paras war K. ur sell leun a fiziañs, pezh n'en devoa ket graet betek-henn daoust d'e zoareoù hegarat, hag e lavaras c'hoazh: »Rebardiñ a reer bepred, keta!« Un tammig diaes avat e tiskoueze bezañ laket gant an diviz-se rak cheñch a reas kaoz hag e lavaras: »Bremañ e rankan mont d'en em ginnig er burev. C'hoant ho peus da vont ganin?« - »N'em eus netra d'ober eno«, eme K. »Gallout a rit sellet ouzh ar burevioù. Den ebet ne raio van ouzhoc'h.« - »Danvez ur sell a zo enne?« a c'houlennas K. gant diegi, met c'hoant bras gantañ koulskoude da vont. »Ba!«, eme ar c'homis, »soñjal a rae din e c'hallfec'h bezañ dedennet.« - »Mat«, eme K. a-benn ar fin, »mont a ran ganeoc'h.« Ha buanoc'h eget ar c'homis e pignas gant ar skalier.

Pa'z antreas e voe darbet dezhañ tapout ul lamm, rak a-drek an nor e oa c'hoazh un derez. »Ne vez ket kemeret kalz a zamant ouzh ar pratikoù«, emezañ. »Ne vez kemeret damant ebet amañ«, eme ar c'homis, »sellit 'ta ouzh ar sal-c'hortoz.« Un trepas hir e oa, gant dorioù kalfichet gros hag a skoe war bep a gombod eus ar solier.  Daoust ma ne zeue ket ar sklêrijenn war-eeun ennañ, ne oa ket teñval-sac'h an trepas rak darn eus ar c'hombodoù a oa dispartiet dioutañ, neket gant speurennoù, met gant kaelioù koad hag a leze ur banne sklêrijenn da dremen, evite da dapout betek an terest, ha dreze e c'halled ivez gwelet lod eus an implijidi azezet ouzh o zaolioù- skrivañ ha lod all oc'h arvestiñ ouzh an dud en trepas dre toulloù ar gael. Ne oa ket kalz a dud en trepas, marteze dre ma oa ar Sul anezhi. Tud uvel-tre e tiskouezent bezañ. Azezet e oant hogozik keit-ha-keit an eil diouzh egile war an div regennad bankoù-koad hir staliet en daou du eus an trepas. Gwisket e oant holl dibalamour a-walc'h, daoust ma oa an darn vuiañ anezhe izili eus ar renkadoù uhel evel m'hen diskoueze o dremm, o emzalc'h, o barv, ha kalz munudoù all diaes da resisaat. O vezañ na oa krog-dilhad ebet, e oa bet laket gante - marteze an eil re diwar skouer ar re all - o zogoù dindan ar bank. Ar re azezet an tostañ ouzh an nor, pa weljont K. hag ar c'homis, a yeas en o sav evit o saludiñ; war-se e soñjas ar re all e oa ret dezhe saludiñ ivez, ha setu ma'z eas an holl en o sav pa dremenas an daou zen e-biou dezhe. Hini ebet ne oa sonn en e sav: krommet o c'hein ha pleget o daoulin, en em zalc'hent evel klaskerien-vara war ar straed. Gortoz a reas K. ar c'homis a oa chomet un tammig war e lerc'h, hag e lavaras dezhañ: »Na pegen izelaet e tleont bezañ.« - »Ya«, eme ar c'homis, »tamallidi a zo anezhe, an holl re a welit amañ a zo tamallidi.« - »Evit gwir?« eme K. »Neuze ez int kenseurted din.« Treiñ a reas war-du an hini nesañ dezhañ, ur paotr hir ha moan gant blev damlouet. »Petra emaoc'h o c'hortoz amañ?« a c'houlennas K. war un ton seven. Strafuilhet e voe an den gant ar goulenn dic'hortoz-se, ha seul druezusoc'h e oa da welet ma oa anezhañ hep mar un den gouiziek war draoù ar bed, mestr warnañ e-unan e lec'hioù all, ha na gave ket aes ober dilez eus an dreistelezh en doa gounezet war veur a hini. Amañ, avat, ne oa ket evit respont d'ur goulenn ken eeun ha sellet a rae ouzh ar re all evel pa vijent rediet d'e sikour, ha pa ne c'hallje den ebet gortoz ur respont digantañ ma ne vije ket sikouret. Neuze e emellas ar c'homis er gaoz hag evit sioulaat ha kalonekaat an den e lavaras: »An aotrou amañ a c'houlenn hepken petra emaoc'h o c'hortoz. Respontit 'ta.« Mouezh ar c'homis, anavezet moarvat gantañ, a reas muioc'h a efed: »Gortoz a ran...« a grogas, met ar gerioù a chomas sac'het en e c'henoù. Anat e oa en doa dibabet an deroù-se evit reiñ ur respont resis d'ar goulenn, met ne ouie ket penaos kenderc'hel. Darn eus ar re a oa o c'hortoz a oa deut tostoc'h hag a oa bremañ en-dro d'ar strolladig; ar c'homis a lavaras dezhe: »Kuit, kuit! diwar hent!« Un nebeud kammedoù a-dreñv a rejont, met hep souzañ betek o bankoù. E-keit-se, an hini a oa bet graet ar goulenn outañ a oa diabafet tamm pe damm hag a respontas, gant ur mousc'hoarzhig zoken: »Ur miz 'zo em boa kinniget degas prouennoù o tennañ d'am frosez ha gortoz a ran c'hoazh ur respont.« - »Kemer a rit kalz a boan war a welan«, eme K. »Ya 'vat«, eme an den »ma frosez eo, 'benn ar fin.« - »Ne soñj ket an holl eveldoc'h«, eme K., »dindan damall emaon me ivez, met war ma feiz, biskoazh n'em eus kinniget degas prouennoù na graet un dra bennak evel-se. Kavout a ra deoc'h e vefe ret?« - »N'ouzon ket ervat«, eme an den, abafet-krenn adarre; soñjal a rae moarvat e oa K. o farsal ha rak-se, gant aon d'ober ur fazi nevez, en dije kavet mat adlavaret penn-da-benn e respont kentañ dirak selloù dibasiant K., met lavaret a reas hepken: »Evidon-me, kinniget em eus degas prouennoù.« - »N'oc'h ket evit krediñ emaon dindan damall, keta?« a c'houlennas K. »Hen krediñ a ran, sur«, eme an den en ur ober ur gammed a-gostez, met kalz a gred ne oa ket en e respont, kalz a aon ne lâran ket. »N'am c'hredit ket eta?« a c'houlennas K. en ur dapout krog en e vrec'h evel p'en dije bet c'hoant d'e rediañ da grediñ, broudet evel ma oa hep rat dezhañ gant doare izelek an den. Ne c'houle ket, avat, ober droug dezhañ ha n'en doa stardet e vrec'h nemet dousik ha skañv, met daoust da se e laoskas an den ur griadenn, evel p'en dije kroget K. ennañ neket gant daou viz, met gant un durkez ruziet en tan. Ar griadenn fentus-se a lakas K. da gaout kas da vat outañ; ma ne grede ket e oa un tamallad anezhañ, ne oa nemet gwelloc'h a-se; marteze zoken e kemere anezhañ evit ur barner. Evit kimiadiñ diouzh an den e stardas K. e vrec'h kalz kreñvoc'h, e vountas anezhañ en-dro war ar bank hag ez eas kuit. »Gwall gizidik eo an darn vuiañ eus an damallidi«, eme ar c'homis. A-drek dezhe e oa savet tost an holl re a oa o c'hortoz; tolpet e oant bremañ en-dro d'an den hag en doa dihanet da grial ha diskouez a raent bezañ o c'houlennata anezhañ diwar-benn an darvoud. Neuze e teuas ur gward en arbenn da K.; aes e oa da anaout dre e sabrenn paket en ur gouin hag a seblante bezañ en aluminiom hervez al liv anezhañ. Souezhet e voe K. hag astenn a reas zoken e zorn evit stekiñ outañ. Ar gward hag a oa deut abalamour d'ar c'hriadennoù a c'houlennas petra oa c'hoarvezet. Klask a reas ar c'homis e zinec'hañ gant un nebeud komzoù, met ar gward a zisklêrias e oa ret dezhañ mont da welet e-unan ha goude bezañ saludet e hastas kuit a gammedoù dillo met berr-tre, strobet ma oa moarvat gant an urloù.

Buan e tistagas K. e soñj dioutañ ha diouzh an dud bodet en trepas; seul vuanoc'h  m'en doa gwelet, hanter-hent etre an daou benn eus an trepas, un digor hep dor hag a roe tu dezhañ da dreiñ a-zehou. Goulenn a reas ouzh ar c'homis hag-eñ e oa hemañ an hent reizh; un hej d'e benn a reas ar c'homis, ha K. a droas a-zehou. Hegaset e oa o rankout mont ur gammed pe ziv a-raok ar c'homis rak aes e oa soñjal, da vihanañ en ur seurt lec'h, e oa anezhañ un den harzet kaset davet ar barner. Rak-se e chomas alies a-sav da c'hortoz ar c'homis, met hemañ a chome ivez a-dreñv bep gwech. A-benn ar fin, evit lakat termen d'e nec'hamant, e lavaras K.: »Gwelet em eus penaos emañ kont amañ ha fellout a ra din bremañ mont kuit.« - »N'ho peus ket c'hoazh gwelet pep tra«, eme ar c'homis en un doare dinoaz a-grenn. »N'em eus ket c'hoant da welet pep tra«, eme K. hag a sante da vat ar skuizhder, »fellout a ra din mont kuit, dre belec'h e c'hallan mont er-maez?«- »N'oc'h ket dianket, emichañs?« a c'houlennas ar c'homis souezhet, »It betek ar c'horn, troit a-zehou ha kerzhit war-eeun gant an trepas betek an nor.«- »Deuit ganin«, eme K., »diskouezit din an hent, kuit din da c'hwitañ warnañ, kalz a hentoù 'zo amañ.«- »Hemañ eo an hent nemetañ«, eme ar c'homis gant ur vouezh leun a rebech, »ne c'hallan ket distreiñ ganeoc'h, ur gemennadenn am eus c'hoazh da gas ha kalz a amzer am eus kollet en abeg deoc'h.« - »Deuit ganin!« a lavaras K. adarre war un ton reutoc'h, evel pa vije deut a-benn da dapout ar c'homis o lavaret gaou. »Arabat deoc'h krial evel-se«, a hiboudas ar c'homis, amañ ez eus burevioù dre-holl. Ma ne fell ket deoc'h distreiñ hoc'h-unan, grit c'hoazh un toullad kammedoù ganin, pe gortozit amañ ken n'am bo kaset ma c'hemennadenn; neuze e vin prest da zistreiñ ganeoc'h.« - »Nann, nann«, eme K., ne c'hortozin ket, ha c'hwi a yelo ganin diouzhtu.« N'en doa ket sellet K. ouzh ar sal m'en em gave enni ha n'eo nemet pa voe digoret unan eus an dorioù-koad niverus a oa tro-war-dro dezhi ma taolas ur sell war an tu-se. Ur plac'h, desachet evit doare gant ar c'homzoù distaget a vouezh uhel gant K., a zeuas tre hag a c'houlennas: »Petra 'fell deoc'h, Aotrou?« Pelloc'h a-drek dezhi e spurmanted c'hoazh en damdeñvalijenn ur gwaz o tostaat. Sellet a reas K. ouzh ar c'homis. Lavaret en doa hemañ ne raje den ebet van ouzh K., ha koulskoude e oa deut daou zen war e dro; ne vanke ket kalz a dra evit ma vije sachet warnañ evezh an holl gargidi hag a c'houlennje outañ petra a oa o klask amañ. Ne oa nemet un displegadenn hag a c'halle bezañ komprenet: bez' e oa anezhañ un tamallad deut da c'houlenn pehini oa an deiz merket evit an atersadenn; met an displegadenn-se end-eeun ne felle ket dezhañ reiñ, ha forzh penaos ne oa ket kar d'ar wirionez rak deut e oa amañ broudet gant ar ranellerezh pe - displegadenn falloc'h c'hoazh - gant ar c'hoant da welet hag-eñ e oa diabarzh al lez-varn ken heugus ha ma oa an diavaez anezhi. Hañvalout a rae dezhañ e oa kont evel-se ha ne c'houlas ket mont pelloc'h e-barzh, rak gwasket a-walc'h e oa e askre gant ar pezh en doa gwelet betek-henn ha ne oa ket e-tailh da gejañ bremañ gant ur c'hargiad uhel hag a c'hallje diflukañ eus a-drek n'eus forzh pe zor; c'hoant en doa da vont kuit, pe gant ar c'homis, pe e-unan-penn ma vije ret.

Met e zoare da chom dilavar en e sav a sache, sur a-walc'h, an evezh warnañ hag evit gwir e oa ar plac'h yaouank hag ar c'homis o sellet pizh outañ evel pa vijent o c'hortoz un treuzfurmadur bras da c'hoarvezout gantañ, ha p'o dije aon da c'hwitañ war an arvest. Hag e toull an nor e welas K. an den en doa gwelet ur wech eus a-bell; krog e oa gant e zaou zorn e gouryev an nor izel ha brañsigellat a rae un tammig war vegoù e dreid evel un arvester o koll pasianted. Ar plac'h yaouank a gomprenas da gentañ e oa emzalc'h K. da lakat war gont ur barrad gwanijenn; degas a reas ur gador en ur c'houlenn: »N'ho peus ket c'hoant da vont en ho koazez?« K. a daolas diouzhtu e bouez hag evit kaout muioc'h a zalc'h e harpas e ilinoù war ar brenkoù. »Mezevelliñ a ra ho penn, keta?« a c'houlennas ar plac'h outañ. He dremm a oa bremañ tost dirakañ, un dremm dic'hoarzh evel ma vez gant merc'hed 'zo, dres e bloavezhioù kaerañ o yaouankiz. »Arabat deoc'h bezañ chalet gant se«, emezi, n'eo ket souezhus tamm ebet, tost kement hini a zeu amañ evit ar wech kentañ a vez skoet gant ur seurt barrad. Hag ar wech kentañ eo deoc'h bezañ amañ keta? Neuze, n'eo ket souezhus. An heol berv a bar war framm an doenn hag ar prenn tommet a ro d'an aer ur c'hwezh mougus ha pounner. Rak-se ne oa ket an ti-mañ ul lec'h dereat evit staliañ burevioù daoust d'ar perzhioù mat a zo ennañ a-hend-all. Met evit pezh a sell ouzh an aer, ken pounner e teu da vezañ pa vez amañ kalz a brosezerien o vont hag o tont - ar pezh a c'hoarvez kazi bemdez - ma c'haller a-boan alanañ. Ouzhpenn-se e vez laket alies amañ dilhad da sec'hañ rak ne c'haller ket difenn groñs ouzh ar feurmerien d'hen ober; n'eo ket souezhus eta ho pije tapet ur fallaenn. Met a-benn ar fin e teuer d'en em voazañ mat-tre ouzh an aer. Pa zeuoc'h amañ evit an eil pe an trede gwech ne santoc'h ket nemeur pegen gwaskus eo. Gwelloc'h en em santit dija?« K. ne respontas ket, re nec'het e oa o soñjal en em gave e dalc'h an dud-se abalamour d'ur barrad gwanijenn c'hoarvezet gantañ a-daol-trumm, ha bremañ, pa ouie petra oa pennkaoz d'e fallaenn, n'en em sante ket gwelloc'h evit-se, kentoc'h un tammig gwashoc'h. Ar plac'h yaouank hen komprenas diouzhtu hag evit reiñ dezhañ un tamm freskter e tapas ur c'hrog troadet-hir, harpet ouzh ar voger, ha gantañ e vountas ul lukan vihan a oa dres a-us da benn K. hag a zigore war an diavaez. Met kement a huzil a gouezhas e-barzh ma rankas ar plac'h serriñ diouzhtu al lukan ha naetaat daouarn K. gant he mouchouer-godell, rak re skuizh e oa-eñ evit hen ober e-unan. Chomet a-walc'h e vije amañ, sioul ha brav en e goazez da c'hortoz ma teuje dezhañ trawalc'h a nerzh evit mont kuit, ha seul nebeutoc'h e vije soursiet outañ, seul vuanoc'h e c'hallje c'hoarvezout. Neuze avat e lavaras ar plac'h yaouank: »Amañ ne c'hallit ket chom, amañ e tirenkomp an tremen«. Gant ur sell e c'houlennas K. petore tremen a oa direnket gantañ. »Ho kas a rin d'ar c'hlañvdi m'ho peus c'hoant. Deuit d'am skoazellañ«, a lavaras-hi d'an den a oa e toull an nor, ha hemañ a dostaas diouzhtu. Met K. ne felle ket dezhañ mont d'ar c'hlañvdi, ne felle ket dezhañ bezañ kaset pelloc'h, rak seul belloc'h e vije kaset, seul falloc'h e troje an traoù evitañ. »Bremañ«, emezañ, »e c'hallan mont«. Hag eñ d'en em lakat en e sav en ur grenañ, ken boazet ma oa dija da vezañ azezet en e aez. Neuze, avat, ne voe ket gouest da chom en e blom. »Nann, ne c'hallan ket«, emezañ en ur hejañ e benn, ha gant un huanadenn ez eas adarre en e goazez. Soñj a zeuas dezhañ eus ar c'homis hag a vije gouest, daoust da bep tra, d'e gas er-maez buan hag aes, met hemañ, evit doare, a oa aet kuit abaoe ur pennad. K. a daolas ur sell etre ar plac'h yaouank hag an den a oa dirakañ, met ne welas ket ar c'homis. »Me soñj din«, eme an den - un den gwisket kran hag a sache an evezh warnañ dre e jiletenn liv louet gant div bastell hir beget-lemm, »ez eo an aergelc'h a ren amañ hag a zo pennkaoz da fallaenn an aotrou; neuze, ar gwellañ hon eus d'ober - ha se a vo ar gwellañ dezhañ ivez - eo e gas diouzhtu er-maez eus ar burevioù hep tremen dre ar c'hlañvdi. »Emaoc'h ganti«, a huchas K. o troc'hañ hogozik e gaoz d'an den gant al laouen ma oa, »sur on e wellaio din diouzhtu, hag ouzhpenn, n'on ket ken gwan-se, n'em eus ezhomm nemet da vezañ harpet un tammig dindan ma divgazel; ne roin ket avat re a boan deoc'h, n'eo ket gwall hir an hent, n'ho peus nemet ma c'has betek an nor hag aze e taolin ma fouez war an derezioù, amzer din da ziskuizhañ, pezh na bado ket pell rak n'on ket techet da gaout seurt barradoù ha souezhet-bras on end-eeun. Un den-e-karg a zo ac'hanon ivez ha boazet on ouzh aer ar burevioù met re fall-holl eo an aer amañ evel m'ho peus lavaret. Bezit eta ar vadelezh d'am harpañ un tammig; mezevelliñ a ra ma fenn ha semplañ a rin diouzhtu ma klaskan mont ma-unan em sav.« Sevel a reas neuze e zivskoaz evit ma vije aesoc'h d'an daou all kregiñ ennañ dindan e zivgazel.

An den, avat, e-lec'h asantiñ da c'houlenn K., a chomas gant e zaouarn sanket e godelloù e vragoù hag a zirollas da c'hoarzhin. »Sellit 'ta«, a lavaras d'ar plac'h yaouank »skoet 'm eus er gwenn. N'eo nemet amañ e tap an aotrou fallaennoù, n'eo ket n'eus forzh pelec'h.« Mousc'hoarzhin a reas ar plac'h yaouank, met reiñ a reas ivez taolioùgigoù skañv gant begoù he bizied war brec'h an den, evel pa vije aet hemañ re bell gant ar goaperezh. »Met petra soñjit«, eme an den hep paouez da c'hoarzhin, »mennet on da gas an aotrou er-maez.« - »Mat eo neuze«, eme ar plac'h yaouank en ur stouiñ un tammig he fenn mistr. »Na daolit ket evezh ouzh e c'hoarzh«, eme ar plac'h yaouank da K. hag a bare selloù goullo dirakañ; trist e oa adarre ha ne seblante ket kaout ezhomm eus un displegadenn, »an aotrou-mañ - bez' e c'hallan lavaret piv oc'h?« (an aotrou a reas ur jestr gant e zorn evit asantiñ) »an aotrou-mañ eta eo an titourer. Reiñ a ra d'ar brosezerien o c'hortoz amañ kement titour o deus ezhomm da gaout, ha peogwir n'eo ket anavezet gwall vat hor justis e-touez ar boblañs, e vez goulennet kalz a ditouroù. Ur respont a oar bepred da bep goulenn ha m'ho peus c'hoant e c'hallit ober un taol-esa. Ha se n'eo nemet unan eus e berzhioù mat, an eil dra vat a zo gantañ eo e wiskamant cheuc'h. Ni, kargidi, hon eus divizet e tleje an titourer, hag a ren bepred an divizoù kentañ gant ar brosezerien, bezañ gwisket kran evit ober un efed dereat adalek an deroù. Evidomp-ni - hen gwelet a rit warnon - e vezomp gwisket siwazh fall-kenañ ha gant dilhad er-maez a c'hiz; ha ne dalv ket ar boan ober dispignoù bras evit an dilhad, rak peurvuiañ e vezomp en hor burevioù ha kousket a reomp amañ ivez. Met kavout a rae dimp, evel m'am eus lavaret c'hoazh, e oa ret d'an titourer kaout dilhad kaer. Hag o vezañ na oa netra da c'hortoz digant hor melestradurezh hag a zo un tammig iskis er c'heñver-se, hon eus savet skodennoù - ar brosezerien ivez o deus roet o skodenn - ha neuze hon eus prenet dezhañ ar gwiskamant kaer-se ha reoù all c'hoazh. Bremañ ne vankfe netra dezhañ evit ober un efed mat met gant e c'hoarzh e wast pep tra hag e spont an dud.« - »Evel-se emañ an traoù«, eme an titourer war un ton goapaüs, met ne gomprenan ket, dimezell, perak e kontit d'an aotrou hon istorioù diabarzh, pe kentoc'h perak e vountit an istorioù-se warnañ pa n'en deus ket c'hoant d'o c'hlevet. Sellit 'ta outañ, anat eo warnañ ne soñj nemet en e aferioù dezhañ.« K. n'en doa ket c'hoant da zislavaret e gomzoù; mennadoù mat a oa moarvat gant ar plac'h yaouank ha marteze ne glaske nemet e zistreiñ diwar e soñjoù, pe reiñ tu dezhañ d'en em zastum un tamm bennak, met c'hwitet he doa war he zaol. »Ret e oa din disklêriañ dezhañ ho c'hoarzh«, eme ar plac'h. »Dismegañsus e oa.« - »D'am soñj e c'hallfe pardoniñ din dismegañsoù kalz gwashoc'h c'hoazh ma kasfen anezhañ er-maez a-benn ar fin.« K. ne rannas grik, ne savas ket e selloù zoken; lezel a rae an daou-se da gomz dioutañ evel eus un dra, ha mat e oa dezhañ ivez. Met a-sav-taol e santas dorn an titourer dindan e gazel ha dorn ar plac'h dindan e gazel all. »War-sav eta, marvasenn«, eme an titourer. »Mil drugarez deoc'h ho-taou«, eme K. souezhet war vat; neuze e savas goustad hag e heñchas e-unan an daou zorn estren-se d'al lec'hioù m'en doa ar muiañ ezhomm eus o harp. »Hañvalout a ran bezañ mennet d'ober un depegn brav eus an titourer«, a silas ar plac'h a vouezh izel e skouarn K. tra ma oant o tostaat ouzh an trepas, »met ma c'hredit, ne fell din lâret nemet ar wirionez. N'eus ket ur galon griz en e greiz. N'eo ket rediet da gas prosezerien glañv er-maez hag hen ober a ra koulskoude, evel ma welit. Marteze n'eus hini ebet en hon touez hag a vefe kriz e galon ha marteze e vefemp kontant da reiñ skoazell d'an holl, met evel kargidi al lez-varn e hañvalomp bezañ tud kriz o c'halon ha kredet e vez aes ne c'houlomp reiñ skoazell da zen ebet. Se a ra kalz a boan din.« - »N'ho peus ket c'hoant da azezañ ur predig amañ?« a c'houlennas an titourer; erruet e oant en trepas, dres dirak an tamallad m'en doa K. toullet kaoz gantañ ergentaou. Un tamm mezh en doa K., eñ hag a oa bet ken sonn en e sav a ranke bremañ bezañ harpet gant daou zen; e dog oa e brañsell war grabanoù digor an titourer, e vlev diskempenn a gouezhe war e dal goloet a zour-c'hwez. Met an tamallad ne seblante ket ober van outañ; chom a rae uvel en e sav dirak an titourer hag a gase e selloù dreist e benn, ha ne glaske nemet en em zigareziñ da vezañ aze. »Gouzout a ran«, emezañ, »ne c'hall ket ma afer bezañ reizhet hirie. Deut on koulskoude en ur soñjal e c'halljen marteze gortoz amañ; hirie emañ ar Sul, amzer am eus ha ne zirenkan den ebet. »N'ho peus ket ezhomm d'en em zigareziñ evel-se«, eme an titourer, »Dellezek oc'h da vezañ meulet evit kement a aked, stouvañ a rit plas amañ evit netra, gwir eo, met keit ha na vin ket hegaset gant se, ne fell ket din mirout ouzhoc'h da heuliañ pizh red hoc'h afer. Dre forzh gwelet tud o vankout d'o dever en un doare mezhus, e tesker bezañ gouzañvus e-keñver tud eveldoc'h. Azezit amañ.« - »Na pegen brav e oar kaozeal ouzh ar brosezerien«, a hiboudas ar plac'h. Asantiñ a reas K. gant un hej d'e benn met tarlammat a reas diouzhtu pa c'houlennas an titourer ur wech all outañ »N'ho peus ket c'hoant da azezañ amañ?« - »Nann«, eme K., »n'em eus ket c'hoant da ziskuizhañ.« Komzet en doa war un ton dibleg, met vad en dije graet dezhañ, e gwirionez, mont en e goazez. En em santout a rae evel pa vije klañv gant an droug-mor. Krediñ a rae dezhañ bezañ war ul lestr e-kreiz an tonnoù pennfollet. Seblantout a rae dezhañ e strinke an dour ouzh ar speurennoù koad, e save eus deun an trepas bourbouilh ar gwagennoù o skeiñ an eil ouzh eben hag e vrañsigelle an trepas eus an eil tu d'egile, o lakat an dud a oa o c'hortoz da ziskenn ha da sevel a bep eil. Diaesoc'h a-se e oa dezhañ kompren penaos e c'halle ar plac'h yaouank hag an den a vlenie anezhañ chom sioul. En o dalc'h e oa, ha kouezhañ a raje evel ur freilh ma tiskrokjent dioutañ. O daoulagadoù bihan a daole selloù lemm amañ hag ahont, santout a rae K. lusk ingal o c'hammedoù hep kerzhout e-unan, dibradet ma veze gante koulz lâret da bep kammed a raent. A-benn ar fin e taolas pled e oant o komz outañ met ne gomprenas netra, ne gleve nemet an trouz oc'h aloubiñ pep lec'h hag e-kreiz an trouz-se un ton skiltr ha digemm evel c'hwitellerezh ur c'horn-boud. »Komzit uheloc'h«, a hiboudas, stouet e benn ha mezh gantañ, rak gouzout mat a rae o doa komzet uhel a-walc'h hag eñ n'en doa ket komprenet o c'homzoù. Erfin, evel pa vije freuzet ar voger a oa dirakañ, e santas ur bannac'h avel fresk o tont a-benn dezhañ hag e klevas en e gichen: »Da gentañ e felle dezhañ mont kuit ha bremañ, kaer a vez lavaret dezhañ kant gwech emañ an nor amañ, ne zistok ket ac'hann. Merzout a reas K. e oa erruet dirak dor ar straed bet digoret gant ar plac'h. En em santout a reas evel pa vije distroet e holl nerzh en un taol hag evit kaout un tañva eus ar frankiz e taolas diouzhtu e droad war ur bazenn eus ar skalier; ac'hane e kimiadas diouzh e ambrougerien hag a stouas war-du ennañ. »Trugarez vras«, a lavaras c'hoazh, neuze e stardas o dorn d'an daou zen meur a wech ha ne baouezas nemet pa gredas dezhañ o doa poan o c'houzañv an aer damfresk a zeue eus ar skalier, boazet ma oant ouzh aer ar burevioù. A-vec'h ma teuent a-benn da respont ha marteze e vije kouezhet ar plac'h ma n'en dije ket serret K. an nor ken buan ha lâret chou. K. a chomas sioul ur predig, neuze gant sikour ur melezour-godell e reas un tamm kempenn d'e vlev, e tastumas e dog bet stlapet gant an titourer war ar pondalez hag e tiskennas d'ar red, ken lijer hag a lammoù ken bras m'en doe un tammig aon rak ar cheñchamant. Biskoazh betek-henn n'en doa bet seurt souezhadennoù, gant ar yac'h ma veze ordinal. Daoust hag-eñ e klaske e gorf en em zispac'hañ outañ ha danzen dezhañ ur prosez nevez peogwir e c'houzañve re aes ar prosez kozh? Ne argasas ket ar soñj da vont da gaout ur medisin kerkent ha m'en dije tu d'hen ober, ha mennet e oa forzh penaos - war ar poent-se e c'halle en em guzuliañ e-unan - d'ober hiviziken gwelloc'h implij eus e amzer d'ar Sul beure.

Pevare pennad
   Mignonez an dimezell Bürstner

En deizioù war-lerc'h ne zeuas ket K. a-benn da rannañ an disterañ grik gant an dimezell Bürstner. Klask a reas tostaat outi e pep seurt mod, met bepred e kave-hi an tu d'e zerc'hel pell diouti. Goude bezañ kuitaet e vurev e tistroe K. diouzhtu d'ar gêr hag e chome en e gambr, azezet war ar gourvezvank, hep enaouiñ ar gouloù hag hep ober netra nemet arvestiñ ouzh ar pezh a c'hoarveze er rakkambr. Ma tremene ar vatezh dre aze ha ma serre dor e gambr en ur soñjal e oa goullo, e save K. goude ur predig hag e tigore anezhi en-dro. Bep beure e save un eur abretoc'h eget boaz, gant ar spi d'en em gavout penn-ouzh-penn gant an dimezell Bürstner pa veze o vont d'he burev. Bep gwech, avat, e c'hwite war e daol. Neuze e skrivas dezhi hag e kasas al lizhiri koulz d'he burev ha d'he lojeiz: enne e klaske ur wech all reizhabegañ e emzalc'h, e kinnige  ober kement tra a c'houlennje digantañ, e promete en em ziwall da vont en tu all d'an harzoù a verkje-hi dezhañ, e pede anezhi da reiñ dezhañ an tu da gomz ganti ur wech bennak, rak a-raok bezañ en em guzuliet ganti ne c'halle ober netra e-keñver an itron Grubach, hag evit echuiñ e lavare dezhi e chomje en e gambr d'ar Sul war-lerc'h e-pad an deiz a-bezh, da c'hortoz ma kemennje dezhañ e oa prest pe da seveniñ e bedenn pe, da vihanañ, da zisplegañ dezhañ perak ne c'houle ket he seveniñ, goude m'en doa-eñ prometet dezhi sentiñ outi penn-da-benn. Al lizhiri ne voent ket kaset en-dro, met ne zeuas respont ebet kennebeut. D'ar Sul, avat, e teuas un arouez hag a oa sklaer a-walc'h. Abred diouzh ar beure e welas K., dre doull an alc'hwez, e oa un tammig firbouch er rakkambr ha dizale e komprenas perak. Ur gelennerez war ar galleg, anezhi un Alamanez anvet Montag, ur plac'h yaouank bresk, morlivet, kamm un tammig, hag a oa o lojañ betek-henn en ur gambr dezhi hec'h-unan, a oa oc'h en em staliañ e kambr an dimezell Bürstner. E-pad eurvezhioù e voe gwelet o ruzañ he zreid dre ar rakkambr. Bep tro e vane war he lerc'h ur pezh lienaj, ur pallennig pe ul levr bennak hag a ranke bezañ douget en he lojeiz nevez.

Pa zegasas an itron Grubach e zijuni dezhañ - abaoe m'he doa laket K. da fuloriñ ne leze ket ar vatezh d'ober an disterañ tra evitañ - ne c'hallas ket K. mirout da gomz outi evit ar wech kentañ abaoe pemp deiz. »Perak kement a drouz er rakkambr hirie?« a c'houlennas en ur ziskenn ur bannac'h kafe en e das, »n'eus ket tu da gaout peoc'h? Ha ret eo kempenn an ti d'ar Sul end-eeun?« Daoust ma ne savas ket K. e selloù war-du an itron Grubach, e verzas evelkent e tenne-hi hec'h alan evel pa vije disammet. Ar goulennoù-se, reut a-walc'h koulskoude, a seblante dezhi ur pardon eus e berzh, pe da vihanañ un hanter-bardon. »N'emeur ket o kempenn an ti, Aotrou K.«, emezi, »an dimezell Montag zo oc'h ober hec'h annez e kambr an dimezell Bürstner hag o kas he zraoù du-se. Ne lavaras ket muioc'h; chom a reas da c'hortoz penaos e kemerje K. an dra ha da welet hag-eñ e roje aotre dezhi da gomz pelloc'h. K., avat, he lezas da c'hortoz hag evit hec'h amprouiñ e talc'has da veskañ e gafe gant al loa hep rannañ grik, beuzet en e soñjoù. Neuze e savas e selloù war-du enni hag e lavaras: »Argaset ho peus bremañ diouzh ho spered an disfiz ho poa e-keñver an dimezell Bürstner?« An itron Grubach ha na c'hortoze nemet ar goulenn-se a astennas he daouarn juntet etrezek K. en ur huchal: »Aotrou K., ken fuloret oc'h bet, nevez zo, gant un evezhiadenn graet ganin diwar vont. Pell-bras e oan diouzh soñjal ober dismegañs deoc'h pe da unan bennak all. Ma anaout a rit abaoe pell a-walc'h evit bezañ sur eus se. Ne c'hallit ket gouzout pebezh poan am eus gouzañvet evit an deizioù! Me, droukkomz eus ma lojidi! Ha c'hwi, Aotrou K., ho peus kredet an dra-se! Ha lavaret ho peus e tlejen ho kas er-maez! Ho kas er-maez!« Ar gerioù diwezhañ a voe mouget gant an daeroù; sevel a reas he zavañjer betek he dremm hag e tirollas da zifronkañ.

»Na ouelit ket, itron Grubach«, eme K. en ur sellet dre ar prenestr; ne soñje nemet en dimezell Bürstner hag a roe bod d'un estrañjourez en he c'hambr. »Na ouelit ket«, eme K. ur wech all pa daolas ur sell e diabarzh ar gambr ha pa welas e oa an itron Grubach bepred o ouelañ. »N'em boa ket soñjet ober droug. Treuzkomprenet hon eus hon-daou tra pe dra. Kement-se a c'hall c'hoarvezout ivez etre mignoned kozh.« Tennañ a reas an itron Grubach he zavañjer a-ziwar he daoulagad evit gwelet ha divouzhet da vat e oa K. »Ya, evel-se emañ«, eme K., hag o vezañ m'en doa, diouzh gwelet emzalc'h an itron Grubach, abegoù mat da soñjal n'he doa lavaret netra d'ar c'habiten, e kredas ouzhpennañ: »Soñjal a rit marteze e c'hallfen treiñ da enebour deoc'h abalamour d'un estrañjourez? »Aze emañ an dalc'h, Aotrou K.«, eme an itron Grubach hag a oa techet, evit he gwalleur, da zistagañ komzoù a-dreuz kerkent ha m'en em sante un tammig dinec'het. »En em c'houlenn a raen dibaouez: Perak e kemer an aotrou K. kement a breder gant an dimezell Bürstner? Evit petra e klask trouz ouzhin abalamour dezhi, daoust ma oar ervat e choman digousk e-pad an noz ken lies gwech ma klevan ur ger garv digantañ? Diwar-benn an dimezell Bürstner n'em eus lavaret nemet ar pezh am eus gwelet gant ma daoulagad.« K. ne respontas ket, dleet e oa dezhañ bezañ he bountet er-maez eus ar gambr diwar he c'hentañ ger, met se ne c'houle ket ober. Trawalc'h e voe dezhañ evañ e vannac'h kafe ha reiñ da santout d'an itron Grubach n'en doa tamm ezhomm ebet diouti. Er-maez e kleved adarre trouz kammedoù pounner an dimezell Montag o treuziñ ar rakkambr. »Klevet a rit?« a c'houlennas K. en ur ziskouez an nor gant e viz. »Ya«, eme an itron Grubach gant un huanadenn, »kinniget em boa reiñ dorn dezhi ha lakat ar vatezh d'he skoazellañ ivez, met pennek eo an dimezell ha fellout a ra dezhi ober pep tra hec'h-unan. Souezhet on gant an dimezell Bürstner. Hegasus e kavan alies reiñ ur gambr e feurm d'an dimezell Montag, met an dimezell Bürstner a ro bod dezhi zoken en he c'hambr-hi. »Petra eo deoc'h en em chalañ?«, eme K. en ur flastrañ en e das ar restachoù sukr. »Gaou a ra se ouzhoc'h?« - »Ne ra ket«, eme an itron Grubach, »hag evit gwir, mat eo din zoken, rak evel-se em eus ur gambr c'houllo hag enni e c'hallan lojañ ma niz, ar c'habiten. Aon am boa, abaoe pell zo dija, e c'halljec'h bezañ bet direnket gantañ e-pad an deizioù em boa e lezet da lojañ er sal-degemer. Dizamant a-walc'h e vez peurvuiañ.« - »Tamm ebet!« eme K. en ur vont en e sav, »Na petra a dro en ho penn! C'hwi, war a seblant, am c'hemer evit un den kizidik abalamour ne c'hallan ket gouzañv baleadennoù an dimezell Montag - klevit 'ta! setu hi o tont war he c'hiz!« Dic'halloud a-walc'h en em santas an itron Grubach. »Ha c'hoant ho peus, Aotrou K., e lavarfen dezhi goursezañ gant an nemorant eus he dilojadenn? Komz a rin diouzhtu ganti m'ho peus c'hoant.« - »Met emañ o vont d'en em staliañ e kambr an dimezell Bürstner!« a lavaras K. »Ya«, eme an itron Grubach ha na gomprene ket petra en doa c'hoant da lavaret. »Neuze eta«, eme K. »e rank kas he zraoù du-se.« An itron Grubach ne reas nemet un hej d'he fenn. He nec'hamant sioul hag a roe dezhi un neuz aheurtet, a voe evit K. evel un taol-broud. Kregiñ a reas da vale-divale er gambr etre ar prenestr hag an nor; evel-se e viras ouzh an itron Grubach da vont kuit, pezh he dije graet sur a-walc'h a-hend-all.

Erruet e oa K. adarre betek an nor pa voe skoet un taol outi. Ar vatezh an hini oa, deut da gemenn e c'houle an dimezell Montag lavaret ur ger bennak d'an aotrou K. hag e pede anezhañ da vont d'ar sal-debriñ, 'lec'h ma oa-hi ouzh e c'hortoz. K. a selaouas ar vatezh en ur valañ soñjoù; neuze, gant ur sell damc'hoapaüs e troas war-du an itron Grubach spouronet-holl. Gant ar sell-se e seblante K. lavaret dezhi en doa diawelet abaoe pell zo pedadenn an dimezell Montag hag a glote mat a-walc'h gant an trubuilhoù gouzañvet gant feurmerien an itron Grubach er beurevezh Sul-mañ. Kas a reas ar vatezh kuit en ur lavaret e oa o tont diouzhtu, neuze ez eas betek an armel-dilhad evit cheñch e borpant hag e-lec'h respont d'an itron Grubach hag a glemme diwar-benn an drabaserez-se, e pedas anezhi da gas ganti listri an dijuni. »N'ho peus stoket e mann ebet, koulz lâret«, eme an itron Grubach. »Ac'h, kasit an traoù alese!« a huchas K.; seblantout a rae dezhañ e oa an dimezell Montag evel toueziet e pep tra hag e roe da bep tra ur blaz heugus.

En ur dreuziñ ar rakkambr e taolas K. ur sell war dor serret an dimezell Bürstner. Ne oa ket avat d'he c'hambr e oa bet pedet da vont, met d'ar sal-debriñ ma tigoras trumm an nor anezhi hep lopañ en a-raok.

Ur sal hir ha strizh e oa, gant ur prenestr hepken. A-vec'h ma oa trawalc'h a blas enni evit div ganastell staliet a-viziez e kornioù ar voger a bep tu d'an nor, tra ma oa leuniet ar peurrest eus ar sal gant un daol hir hag a dape eus kichen an nor betek ar prenestr bras stanket tost da vat ganti. Staliet e oa an daol endeo, evit kalz a gouvidi zoken, rak da Sul e teue hogozik an holl lojidi amañ da zebriñ o fred kreisteiz.

Pa zeuas K. e-barzh, e pellaas an dimezell Montag diouzh ar prenestr hag ez eas en arbenn dezhañ en ur hedañ an daol. En em saludiñ a rejont hep rannañ grik. Neuze e lavaras an dimezell Montag, en ur sevel re uhel he fenn evel ma oa kustum d'ober: »N'ouzon ket ha c'hwi am anavez.« K. a sellas outi, damserret e zaoulagad. »Hag e ran«, emezañ »C'hwi zo o chom abaoe pell zo dija e ti an itron Grubach.« - »N'oc'h ket gwall chalet gant an ti-lojañ, 'm eus aon«, eme an dimezell Montag. »Nann«, eme K. »N'ho peus ket c'hoant da azezañ?« eme an dimezell Montag. Hep rannañ grik e sachjont o-daou bep a gador a-zindan penn pellañ an daol hag ez azezjont an eil a-dal d'egile. Met diouzhtu e savas an dimezell Montag adarre, rak manet e oa he sac'hig-dorn war barlenn ar prenestr hag ez eas d'hen kerc'hat; treuziñ a reas ar sal a-bezh en ur ruzañ he zreid. Pa zeuas en-dro en ur hejañ goustad he sac'hig-dorn, e lavaras: »Un nebeud komzoù hepken am eus da lavaret deoc'h a-berzh ma mignonez. Deut a-walc'h e vije-hi met hirie n'en em gav ket gwall vat. Ho pediñ a ran d'he digareziñ ha d'am selaou en he lec'h. Forzh penaos n'he dije ket lavaret deoc'h muioc'h eget ar pezh a lavarin-me. Er c'hontrol, kavout a ra din e c'hallan lavaret muioc'h egeti rak n'em eus koulz lâret perzh ebet en afer. Ne gred ket deoc'h ivez?

»Petra a vefe da lavaret?« a respontas K., aet skuizh o welet daoulagad an dimezell Montag paret dibaouez war e vuzelloù. Merkañ a rae, er mod-se, he galloud war ar pezh e oa K. o vont da lavaret. »War a seblant, ne fell ket d'an dimezell Bürstner asantiñ d'ar gaozeadenn am boa goulennet ober ganti.« - »Evel-se emañ kont«, eme an dimezell Montag, »pe, kentoc'h, n'eo ket evel-se emañ an traoù, c'hwi a gomz en un doare re rust. Ar c'haozeadennoù, peurvuiañ, ne asanter ket dezhe, ha ne nac'her ket anezhe kennebeut. Met a-wechoù e c'hall ur gaozeadenn bezañ diezhomm, ha setu penaos emañ kont amañ. Bremañ, da heul hoc'h evezhiadenn, e c'hallan komz didro. Pedet ho peus ma mignonez, dre skrid pe dre gomz, da reiñ deoc'h an tu d'ober un tamm diviz ganti. Gouzout a ra ma mignonez -  setu da vihanañ ar pezh a gredan - petra a vefe danvez an diviz ha sur eo, diwar abegoù dianavez din, ne zegasfe ur seurt diviz gounid ebet da zen ebet. Ouzhpenn-se n'he deus kontet an dra-se din nemet diwar vont, ha soñjal a rae dezhi ne oac'h ket gwall chalet da gaout un diviz ganti rak ar mennozh-se ne oa deut deoc'h nemet dre zegouezh, hag abred pe ziwezhat e vije anat deoc'h, hep tamm displegadenn ebet, pegen diboell e oa kement-se holl. Respont a ris dezhi e oa marteze ar gwir ganti, met evit ma vije sklaer an traoù e vije gwelloc'h, d'am soñj, reiñ deoc'h ur respont resis. En em ginnig a ris da seveniñ ar gefridi-se, hag asantiñ a reas ma mignonez goude bezañ chomet ur pennad etre daou soñj. Fiziañs am eus ez eo bet ma doare-ober diouzh ho krad rak an disterañ diemglev, zoken en un afer dibouez, a vez bepred un debr-spered spontus ha mar bez tu, evel en degouezh-mañ, da lakat diboan an traoù war o rez, e tlefe bezañ graet hepdale. »Ho trugarekaat a ran«, eme K. diouzhtu, en ur vont goustad en e sav; sellet a reas ouzh an dimezell Montag, neuze e taolas ur sell dreist an daol ha neuze dre ar prenestr - an ti rag-enep a oa sklêrijennet gant an heol - hag ez eas betek an nor. An dimezell Montag a reas un toullad kammedoù war e lerc'h, evel p'he dije bet un tamm disfiz outañ. Met dirak an nor e rankjont kilañ o-daou, rak digeriñ a reas hag ar c'habiten Lanz a zeuas tre. Ar wech kentañ e oa da K. e welet a-dost. Un den bras e oa, war-dro daou-ugent vloaz, gant un dremm kiget-mat ha rouzet gant an heol. Ober a reas ur stouadenn vihan hag a dalveze ivez evit K., neuze ez eas war-du an dimezell Montag hag e pokas d'he dorn gant kalz a zoujañs. Ampart-kenañ e oa e jestroù. Ur c'hemm bras a oa etre an doujañs a ziskoueze d'an dimezell Montag ha doareoù-ober K. en he c'heñver. Daoust da se ne seblante ket an dimezell Montag kaout droug ouzh K. ha c'hoant he doa zoken, war a grede dezhañ, d'e lakat d'ober anaoudegezh gant ar c'habiten. Met K. ne c'houle ket ober anaoudegezh gantañ ha ne vije ket bet gouest da vezañ hegarat nag ouzh ar c'habiten nag ouzh an dimezell Montag, rak goude ar pok war he dorn e oa deut-hi da vezañ evitañ kenlodek gant an holl re a glaske, dindan un dremm dinoaz ha madelezhus, e bellaat diouzh an dimezell Bürstner. Hag ouzhpenn m'en doa merzet K. an dra-se, e krede dezhañ ivez he doa dibabet an dimezell Montag un hentenn vat hag a oa war un dro un hentenn daoudu. Re a bouez a roe d'an darempredoù etre an dimezell Bürstner ha K., dreist-holl d'an diviz goulennet gant K., ha war un dro e klaske eilpennañ an traoù hag ober evel pa vije K. an hini hag a roe re a bouez da bep tra. Ar gaou a oa ganti, da vann ebet ne roe K. re a bouez; gouzout mat a rae e oa an dimezell Bürstner ur skriverez vihan ha na vije ket gouest da herzel pell outañ. Ha ne lake ket e penn-kont, a-ratozh-kaer, ar pezh en doa klevet digant an itron Grubach diwar-benn an dimezell Bürstner. An holl soñjoù-se a oa o treiñ en e benn pa guitaas ar sal, hogozik hep saludiñ. C'hoant en doa da zistreiñ diouzhtu d'e gambr, met pa glevas ur c'hoarzhig bihan laosket gant an dimezell Montag a-drek dezhañ er sal-debriñ, e soñjas e c'hallje marteze ober ur souezhadenn koulz d'ar c'habiten ha d'an dimezell Montag. Sellet a reas en-dro dezhañ en ur astenn e skouarn evit bezañ sur ne zeuje ket unan bennak  d'e zirenkañ, met sioul e oa an holl gambroù; eus ar sal-debriñ ne zeue nemet trouz ur gaozeadenn hag eus an trepas a gase d'ar gegin, trouz mouezh an itron Grubach. Mat e oa an dro evit doare. Mont a reas K. betek kambr an dimezell Bürstner hag e skoas skañvik war an nor. Pa verzas ne fiñve netra e lopas adarre, met ne zeuas respont ebet c'hoazh. Daoust ha kousket e oa? Pe marteze diaes da vat? Met moarvat ne responte ket dre ma kave dezhi ne c'halle nemet K. skeiñ ken skañvik war an nor? Soñjal a reas K. ne c'houle ket en em ziskouez hag e skoas kreñvoc'h; a-benn ar fin, pa welas en doa c'hwitet war e daol, e tigoras an nor gant kalz a evezh, hep gallout mirout da soñjal e oa oc'h ober un dra direizh ha war ar marc'had didalvoud. Ne oa den ebet er gambr. Hag ar gambr ne oa ket mui heñvel ouzh an hini en doa anavezet. A-hed ar voger e oa bremañ daou wele staliet lost-ha-lost, e-kichen an nor e oa teir c'hador damguzhet dindan ur bern dilhad ha lienaj, ur pres a oa digor. Marteze a-walc'h e oa aet an dimezell Bürstner kuit e-pad ma oa an dimezell Montag oc'h arguziñ ouzh K. er sal-debriñ. K. ne oa ket re drubuilhet rak ne oa ket mui engortoz da gejañ diboan gant an dimezell Bürstner ha graet en doa an taol-esa-mañ dreist-holl gant ar soñj da zichekañ an dimezell Montag. Ne voe nemet brasoc'h a-se e nec'hamant pa welas, tra ma adserre an nor, an dimezell Montag hag ar c'habiten o kaozeal e toull dor ar sal-debriñ. Marteze e oant aze dija p'en doa digoret K. an nor ha diwall a raent da reiñ dezhañ da soñjal e oant oc'h arvestiñ outañ; komz a raent a vouezh izel en ur heuliañ jestroù K. evel tud o sellet disoñj en-dro dezhe a-greiz kaozeal an eil gant egile. Met santout a rae K. ar selloù-se o pouezañ warnañ hag en ur hedañ ar voger e hastas da vont en e gambr.

Pempvet pennad
   Ar fuster

Un toullad deizioù war-lerc'h, pa oa K. o tremen dre an trepas a zispartie e vurev diouzh ar skalier pennañ - en abardaez-se e oa koulz lavaret an hini diwezhañ o vont d'ar gêr, rak ne oa mui nemet daou gomis o labourat c'hoazh ouzh gouloù ur gleuzeur-dredan e burev ar c'hasadennoù -, e klevas huanadoù o tont a-dreuz un nor ma soñje dezhañ ne oa nemet ur siklud a-drek dezhi. Chom a reas a-sav, souezhet-bras, hag e selaouas pizh evit bezañ sur da vezañ klevet mat - sioul e voe pep tra e-pad ur par berr, met neuze e klevas adarre an hirvoudoù. Da gentañ e soñjas mont da gerc'hat unan eus ar gomised e ken kaz en dije ezhomm eus un test, met taget e voe gant ur c'hoant-gouzout ket didrec'hus ma tigoras trumm an nor. Ur siklud a oa aze evel m'en doa divinet. En tu all d'an treuzoù, strewet war al leur, e oa furmskridoù kozh didalvoud, podoù-liv goullo e priaj, troet war o genoù. E-barzh ar siklud e oa tri gwaz, stouet gante o fenn dindan un terest re izel. Ur c'houlaouenn-goar peget war un estajerenn a roe sklêrijenn dezhe. »Petra 'maoc'h o turlutat amañ?« a c'houlennas K., herrus e gomz, gant an trefuet ma oa, met hep sevel re uhel e vouezh koulskoude. Unan eus ar wazed, an hini a seblante bezañ mestr war an daou all hag a sache diouzhtu ar selloù warnañ, a oa paket en un doare gwiskamant lêr teñval digor war e vruched hag a leze dizolo e zivrec'h. Ne respontas ket. Met an daou all a huchas: »Aotrou! Ni a rank bezañ fustet abalamour ma'z out aet da glemm ouzh ar barner-enklasker diwar hor penn.« Neuze hepken e anavezas K. e oa an daou-se ar warded Franz ha Willem, hag e welas e talc'he an trede gwaz ur wialenn en e zorn evit o fustañ. »Na petra!«, eme K. en ur sellet pizh oute, »n'em eus ket klemmet, n'em eus graet nemet kontañ ar pezh a zo c'hoarvezet em lojeiz. Hag hoc'h emzalc'h ne oa ket direbech.« - »Aotrou«, eme Willem, tra ma klaske Franz en em wareziñ a-drek dezhañ ouzh an trede gwaz, »Mar goufec'h pegen izel eo hor gopr, ne vefec'h ket ken reut en hor c'heñver. Un tiegezh am eus da vagañ, ha Franz amañ en doa c'hoant da zimeziñ; klask a reer pinvidikaat e-giz ma c'haller, met dre al labour hepken, ha pa vefe an hini startañ, ne zeuer ket a-benn. Trellet on bet gant ho lienaj fin; evel-just, difennet e vez ouzh ar warded en em ren evel-se, direizh e oa, met hervez ar c'hustum e vez ar warded perc'henn war al lienaj, a-holl-viskoazh eo bet kont evel-se, ma c'hredit; aes eo kompren ivez, rak petra a dalv seurt traoù d'an hini a zo bet dichañsus a-walc'h da vezañ harzet? Hogen, ma lak ar gaoz war se dirak an holl, e rank ar warded bezañ kastizet.« - »Ne ouien netra eus ar pezh ho peus kontet din, ha morse n'em eus goulennet ur c'hastiz evidoc'h, ne soñjen nemet em gwirioù, tra ken.« - »Franz«, eme Willem d'ar gward all, »daoust hag-eñ n'em boa ket lavaret dit ne felle ket d'an aotrou amañ e vijemp kastizet? Klevet a rez bremañ ne ouie ket zoken e rankjemp bezañ kastizet.« - »Arabat dit bezañ fromet gant seurt prezegennoù«, eme an trede gwaz da K., »ar c'hastiz roet dezhe zo un dra reizh kenkoulz hag un dra ret.« - »Na selaou ket hemañ«, eme Willem hag a reas un tav evit kas buan d'e c'henoù e zorn tizhet gant un taol gwialenn, »kastizet omp abalamour m'az teus savet klemm a-enep dimp. A-hend-all, ha goude ma vije bet gouezet petra hon eus graet, ne vije c'hoarvezet netra ganimp. Daoust ha reizh eo kement-se? Ni hon-daou, ha me dreist-holl, hon eus diskouezet e-pad pell hon ampartiz evel gwarded - te da-unan a rank anzav hon eus graet mat hon labour, diouzh savboent hor melestradurezh - fiziañs hor boa da c'hallout sevel e skeul ar renkadoù ha dizale, sur a-walc'h, e vijemp deut da vezañ fusterien evel hemañ ha n'en deus ket bet an dichañs da vezañ flatret, rak kement-se ne c'hoarvez nemet ral a wech. Ha bremañ, aotrou, setu aet pep tra da goll, echu eo ganimp mont war-raok en hor micher, labourioù kalz izeloc'h c'hoazh eget ar servij-gward hor bo d'ober hag ouzhpenn-se, gant an taolioù gwialenn a gouezh warnomp e c'houzañvomp poanioù skrijus.« - »Daoust hag-eñ e c'hall ur wialenn ober kement a boan?« a c'houlennas K. en ur sellet pizh ouzh ar wialenn hejet dirakañ gant ar fuster. »Ret e vo dimp en em lakat en noazh«, eme Willem. »Arsa«, eme K. en ur sellet gant evezh ouzh ar fuster; rous e oa e groc'hen evel hini ur martolod ha liv ar yec'hed oa war e zremm rust. »Daoust ha ne vije ket tu da ziwall an daou-se diouzh an taolioù?« a c'houlennas outañ. »Nann«, eme ar fuster hag a hejas e benn en ur vousc'hoarzhin. »Diwiskit ho tilhad!« a c'hourc'hemennas d'ar warded. Ha da K. e lavaras: »Arabat dit krediñ kement tra a lavaront, an aon rak an taolioù o lak da ziskiantiñ un tammig. Droch a-walc'h eo, da skouer, ar pezh en deus kontet hemañ« - diskouez a reas Willem gant e viz - »diwar-benn ur wellaenn en e vicher. Sell 'ta pegen lart eo - an taolioù kentañ a yelo da goll en e lard, forzh penaos. - Gouzout a rez petra zo kaoz dezhañ da vezañ ken lart? Tapet en deus ar pleg da laerezh o dijuni digant an holl re harzet. Daoust ha n'en deus ket debret ivez da zijuni? Setu, hen lavaret em boa. Met un den gant ur c'hof evel-se ne zeuio morse a-benn da vezañ fuster, ne c'hall ket bezañ ha ne vo ket.« - »Bez' ez eus ivez fusterien evel-se«, a lavaras Willem hag a oa o tivouklañ gouriz e vragoù. »N'eus ket«, eme ar fuster en ur skeiñ ken kreñv war e c'houzoug ma skrijas dindan an taol gwialenn, »n'eo ket chom da selaou az teus d'ober, diwiskañ da zilhad ne lâran ket. »Ur gopr mat az po diganin ma laoskez anezhe da vont«, eme K. en ur dennañ e yalc'h eus e c'hodell hep sellet adarre ouzh ar fuster, rak seurt marc'hadoù e vez graet peurvuiañ gant daoulagadoù troet war-du an douar. »C'hoant az teus da sevel klemm a-enep din ivez«, eme ar fuster, »ha d'am lakat da vezañ fustet. Nann, nann!« - »Bez fur«, eme K., »m'em bije bet c'hoant da lakat an daou-mañ da vezañ kastizet, ne glaskfen ket bremañ o dasprenañ. Bez' e c'hallfen stlakañ an nor war ma lerc'h, nac'hañ gwelet ha klevet traoù all, ha distreiñ d'ar gêr. Se avat ne ran ket, karout a rafen er c'hontrol o dieubiñ; m'em bije gouezet e oant en arvar da vezañ kastizet, morse n'em bije diskuliet o anvioù. Ne soñj ket din tamm ebet ez int kablus, kablus eo an Aozadur, kablus eo an uhelgargidi.« - »Evel-se 'mañ kont!« a huchas ar warded ha kerkent e voe darc'haouet un taol gwialenn war o c'heinoù noazh. »M'en em gavfe amañ ur barner uhel dindan da wialenn«,  eme K. en ur ziarbenn ar wialenn prest da skeiñ adarre, »ne glaskfen ket sur-mat mirout ouzhit d'e fustañ, er c'hontrol, reiñ a rafen dit arc'hant evit da gennerzhañ d'ober un dra vat. »War a seblant, n'eo ket gaou ar pezh a lârez«, eme ar fuster, »met ne c'halli ket ma frenañ. Gopret on evit fustañ, ha setu e fustan.« Ar gward Franz hag a oa chomet sioul betek-henn, marteze gant ar spi e c'hallje treiñ an traoù da vat goude emelladenn K., a zeuas betek an nor, gwisket gant e vragoù hepken; neuze e pegas e milgin K. en ur vont war bennoù e zaoulin, hag e hiboudas: »Ma ne c'hallez ket treiñ ar c'hastiz diwarnomp hon-daou, klask da vihanañ ma dieubiñ me. Koshoc'h egedon eo Willem, nebeutoc'h kizidik e pep keñver, hag ur fustadenn vihan en deus tapet ivez un toullad bloavezhioù zo; me, avat, n'on ket dizenoret c'hoazh ha bountet on bet gant Willem d'ober ar pezh am eus graet, rak eñ 'n hini eo a zesk din pep tra, mat pe fall. En traoñ, dirak an ti-bank, emañ ma faourkaezh danvez-pried o c'hortoz fin an abadenn, ha me zo o teuziñ gant ar vezh.« Sec'hañ a reas gant porpant K. e zremm beuzet en e zaeroù. »Ne c'hortozin ket pelloc'h«, eme ar fuster; hag eñ kregiñ er wialenn gant e zaou zorn ha darc'haouiñ un taol war gein Franz tra ma selle Willem dre guzh, souchet en ur c'horn, hep krediñ treiñ e benn. Neuze e laoskas Franz ur yudadenn hag a savas didroc'h ha digemm evel pa vije o tont, neket eus korzailhenn un den, met eus ur benveg gwallgaset; dasseniñ a reas en trepas a-bezh ha klevet e voe gant kement hini a oa en ti. »Tav da yudal«, a huchas K., dic'houest da zerc'hel warnañ e-unan; hag en ur sellet aketus etrezek an tu ma tlee diboukañ ar gomised, e roas da Franz un taol-bount ha na oa ket gwall greñv, met ken kreñv koulskoude ma kouezhas hemañ hanter-vadaouet eus e sav ha ma krogas, taget gant ur barrad glizi, da dastornat al leur gant e zaouarn; ne c'hallas ket en em ziwall diouzh an taolioù: ar wialenn hen kavas zoken war an douar hag endra ma tispac'he-eñ dindani, e save hag e tiskenne ingal he beg. Ha setu ma teuas war wel, er pellder, ur c'homis heuliet gant un all hag a gerzhe un toullad kammedoù war e lerc'h. Prim e serras K. an nor, neuze ez eas betek unan eus ar prenestri a daole war ar porzh hag e tigoras anezhañ. Tavet krenn e oa ar yudadennoù. Evit mirout na zeufe ar gomised tostoc'h outañ e huchas: »Me an hini eo!« - »Nozvezh vat, Aotrou Melestrour!« a voe respontet dezhañ. »C'hoarvezet ez eus un dra bennak?« - »N'eus ket, n'eus ket«, a respontas K., n'eus nemet ur c'hi o yudal er porzh.« Pa welas ne rae ar gomised fiñv ebet, e lavaras c'hoazh: »Bez' e c'hallit chom war ho labour.« Ha kuit da vezañ sachet en ur gaozeadenn gante, e vountas e benn e-maez ar prenestr. Pa daolas adarre ur sell en trepas goude ur pennad, e oant aet kuit dija. K. a chomas koulskoude er prenestr, rak ne grede ket mont d'ar siklud, ha  distreiñ d'ar gêr ne felle ket dezhañ kennebeut. En traoñ e oa ur porzh bihan karrezek gant burevioù tro-dro dezhañ; teñval e oa bremañ an holl brenestroù, met ar re uhelañ a lufrennaoue dindan skleur al loar. Strivañ a reas K. da gas e selloù a-dreuz d'an deñvalijenn betek ur c'horn eus ar porzh, e-lec'h ma oa un toullad kirri-bount kenempret an eil en egile. Rannet e oa e galon gant ar soñj ne oa ket deut a-benn da lakat harz d'an taolioù, met ne oa ket eñ a oa da damall; ma n'en dije ket yudet Franz - an taolioù, gwir eo, o doa graet droug dezhañ, met e seurt plegennoù e rank an den bezañ mestr warnañ e-unan - ma n'en dije ket yudet, en dije kavet K., sur a-walc'h, an tu da zarboellañ ar fuster. Ma oa an holl gargidi a renk izel livastred, ne oa abeg ebet da grediñ e c'halle ar fuster, hag eñ karget eus ar skrijusañ kefridi, bezañ disheñvel diouzh ar re all; evezh mat en doa taolet K. ouzh ar skleur a oa tremenet en e zaoulagad p'en doa gwelet ar bilhed-bank, hag evit doare n'en doa laket ar wialenn da vont en-dro nemet gant ar spi da uhelaat un tammig ar priz. Ha K. n'en dije ket sellet ouzh an dispign, rak a-bouez bras e oa evitañ dieubiñ ar warded; goude ma oa krog da stourm ouzh doareoù brein al lez-varn e ranke evel-just emellout ivez war an dachenn-mañ. Met ar yudadennoù laosket gant Franz o doa laket fin da bep tra. Ar gomised, ha marteze zoken tud all a bep seurt, a c'hallje erruout ha ne felle ket da K. en em lakat e riskl da vezañ tapet o skoulmañ emglevioù kuzh gant ar gompagnunezh er siklud. Den ebet ne c'halle goulenn digant K. en em aberzhiñ evel-se. Ma vije bet troet d'hen ober, e vije bet aesoc'h dezhañ en em ziwiskañ hag en em ginnig d'ar fuster e plas ar warded. Hag evit lâret gwir, ne oa ket da grediñ en dije asantet ar fuster kemer K. e-lec'h egile rak neuze, hep gounit tra ebet, en dije manket d'e zever en un doare grevus ha torret en dije moarvat div reolenn war un dro, rak evit holl implijidi al lez-varn e ranke K. chom e-maez a gastiz betek diwezh e brosez. Met amañ ivez e c'halle reolennoù all bezañ laket da dalvezout. Forzh penaos, an dra nemetañ en doa gallet ober oa stlakañ an nor war e lerc'h, met daoust da se ne oa ket pellaet c'hoazh pep riskl diwar e dro. Ar vountadenn en doa roet da Franz en diwezh a oa un dra vantrus ha na c'halle bezañ pardonet dezhañ nemet en abeg d'an trefu a aloube e spered.

Klevet a reas kammedoù ar gomised en diabell; evit mirout da sachañ o evezh e serras ar prenestr hag e skoas war-du ar skalier pennañ. Dirak dor ar siklud e chomas a-sav ur pennad hag ez astennas e skouarn. Sioul e oa pep tra. Ar fuster, marteze, en doa skoet gant ar warded betek ar marv rak laket e oant bet penn-kil-ha-troad dindan e veli. Astennet e oa dija dorn K. war-du an dornell, met hen tennañ a reas diouzhtu war-dreñv. Ne c'halle mui reiñ sikour da zen hag ar gomised a oa war-nes distreiñ; mennet e oa koulskoude da lakat ar gaoz war an afer-se ha d'ober kement tra a oa en e c'halloud evit ma vije kastizet a-zoare ar re a oa kablus da vat, da lâret eo an uhelgargidi ha n'o doa ket kredet betek-henn en em ziskouez dezhañ. Tra ma tiskenne gant skalier diavaez an ti-bank e sellas gant evezh ouzh an holl dremenidi, met ne welas plac'h yaouank ebet o c'hortoz unan bennak, na tro-war-dro na zoken un tammig pelloc'h. P'en doa lavaret Franz e oa e zanvez-pried ouzh e c'hortoz en doa eta troadet ur gaou, met ur gaou aes da bardoniñ peogwir e oa bet ijinet evit lakat K. da drueziñ un tammig muioc'h.

An deiz war-lerc'h, e talc'has K. da valañ soñjoù diwar-benn ar warded; ne oa ket e spered gant e labour, ha setu ma rankas, evit peurechuiñ pep tra, chom en e vurev un tammig pelloc'h c'hoazh eget en deiz a-raok. War hent ar gêr, pa dremenas K. adarre e-biou d'ar siklud, e tigoras an nor, koulz lavaret dre voaz. Gwall skoet e voe gant ar pezh a welas, e-lec'h an teñvalder en doa gortozet. Ne oa cheñchamant ebet, pep tra a oa evel ma oa an deiz a-raok p'en doa digoret an nor: ar furmskridoù hag ar podoù-liv en tu all d'an treuzoù, ar fuster gant e wialenn, ar warded bepred diwisket, ar c'houlaouenn-goar war an estajerenn; neuze e krogas ar warded da glemm en ur huchal: »Aotrou!« Kerkent e serras K. an nor a-stlak hag e skoas c'hoazh warni gant e zaouarn serret evel evit he c'hlozañ gwelloc'h. War-nes gouelañ, e redas da gaout ar gomised a oa o labourat war an eilskriverezed hag a chomas a-sav gant o labour, sebezet-mik. »Lakit un tamm urzh er siklud, a-benn ar fin!« a huchas K. »Beuzet omp amañ el loustoni!« Ar gomised a oa prest d'ober al labour-se an deiz war-lerc'h, ha K. a asantas rak ken diwezhat e oa en abardaez ma ne c'halle ket o rediañ da labourat evel ma oa bet e-sell d'ober. Azezañ a reas ur pennadig evit derc'hel c'hoazh ar gomised en e gichen, meskañ a reas un nebeud eilskridoù evit reiñ da grediñ e oa oc'h ober ur gwiriañ dezhe ha goude bezañ komprenet ne gredje ket ar gomised mont kuit asambles gantañ, ez eas d'ar gêr, skuizh e gorf ha goullo e spered.

C'hwec'hvet pennad
   An eontr - Leni

Un endervezh - K. a oa a-zevri gant e labour, rak poent e oa kas al lizhiri d'ar post - en em silas en e vurev, etre daou gomis deut da zegas paperioù, e eontr Karl, ur perc'henn-douar bihan a-ziwar ar maez. Pa welas K. e eontr dirakañ, ne voe ket e spont ken bras ha ma oa bet ur pennad amzer a-raok, p'en doa raksantet e weladenn. An eontr a zlee dont, sur e oa K. eus se abaoe ur miz bennak. D'ar c'houlz-se dija en doa e welet dre e soñj, kromm un tammig, e dog-panama koaget en e zorn kleiz, o hejañ e zorn dehou eus a-bell war-du ennañ a-raok hen astenn dezhañ dreist an daol-skrivañ gant kement a herr hag a feulster m'en doa diskaret kement tra a oa warni. An eontr a veze bepred mall warnañ rak p'en em gave er gêrbenn - bep gwech evit un devezh hepken - e teue dezhañ ar soñj diboell e ranke dont a-benn d'ober an holl draoù en doa divizet ober, ha ne c'houle ket koll an tu da gemer perzh en holl gaozeadennoù, en holl aferioù, en holl ziduamantoù a c'hallje bezañ kinniget dezhañ. E seurt degouezhioù e ranke K., dre anaoudegezh-vat e-keñver e eontr hag a oa bet kulator dezhañ, ober evitañ kement tra a oa en e c'halloud hag ouzhpenn-se reiñ bod dezhañ evit an noz. »An tasmant a-ziwar ar maez« a rae dioutañ ordinal. Diouzhtu goude bezañ saludet - n'en doa ket amzer da azezañ er gador-vrec'h kinniget dezhañ - e lavaras da K. en doa ezhomm d'ober un tamm kaozeadenn penn-ouzh-penn gantañ. »Ret eo«, emezañ en ur lonkañ e halv gant poan, »ret eo evit divec'hiañ ma spered.« Kerkent e kasas K. ar gomised er-maez eus e vurev en ur zifenn oute da lezel den ebet da zont tre. »Petra 'm eus klevet, Josef?« a huchas an eontr pa voent o-unan; teurel a reas e bouez war an daol hag e vountas dindanañ, hep ur sell, ur strobad paperioù a bep seurt evit bezañ azezet muioc'h en e aez. K. ne rannas grik, gouzout mat a rae petra oa da c'hoarvezout, met disammet a-daol-trumm diouzh e labour, e lezas ur skuizhnezh plijus da aloubiñ e gorf hag e taolas dre ar prenestr ur sell ouzh tu ar straed rag-enep dezhañ, ma ne wele dioutañ, eus e blas, nemet ul lodenn vihan e stumm ur tric'horn, ur pennad moger noazh etre div werenn-stal. »Sellet a rez dre ar prenestr!« a huchas an eontr en ur sevel e vrec'h, »en an' Doue, Josef, ro din ur respont! Daoust ha gwir eo, daoust hag-eñ e c'hall bezañ gwir?« - »Eontr kaezh«, eme K. en ur argas e rambreadennoù diwar e spered, »n'ouzon dare petra fell dit diganin.« - »Josef«, a c'hourdrouzas an eontr, »bepred, din da c'houzout, ez peus lâret ar wirionez. Daoust hag ur seblant fall e vefe da gomzoù diwezhañ?« - »Divinout a ran petra fell dit«, eme K. sentus, »marteze a-walc'h ez peus klevet anv eus ma frosez.«- »Evel-se emañ kont«, a respontas an eontr en ur hejañ goustad e benn, »klevet em eus anv eus da brosez.« - »Ha gant piv 'ta?« a c'houlennas K. »Erna he deus skrivet din ul lizher«, eme an eontr, »n'he deus ket a zarempredoù ganit, n'out ket siwazh gwall chalet ganti, met deut eo koulskoude da c'houzout an dra. Hirie em eus resevet he lizher ha loc'het on diouzhtu, evel-just. Evit an abeg-se nemetken, met un abeg pouezus a-walc'h e seblant din bezañ. Bez' e c'hallan lenn dit an arroudenn eus al lizher a sell ouzhit.« Tennañ a reas al lizher eus e yalc'h-paperoù. »Setu amañ: ›Pell zo n'em eus ket gwelet Josef; er sizhun all e oan bet ur wech en ti-bank, met ken dalc'het e oa Josef gant e labour ma n'on ket bet lezet da vont en e vurev; tost d'un eurvezh on bet o c'hortoz, met ret e oa din distreiñ evit ma c'hentel piano. Kontant e vijen bet da gomz gantañ ha marteze e kavin prestik an tu. Da zevezh ma gouel en doa kaset din ur mell kasedad chokolad, ur soñj hegarat ha karantezus e oa. Ankouaet em boa hen skrivañ deoc'h ar wech all, ha n'eo nemet bremañ, goude m'ho peus goulennet, e teu din koun eus se. Ret eo deoc'h gouzout ez a ar chokolad diouzhu diwar wel er pañsion-mañ, a-vec'h merzet ganin em eus bet chokolad e prof, ma n'eus ket mui anezhañ. Met evit pezh a sell ouzh Josef, e felle din lavaret deoc'h un dra all. Evel m'am eus meneget, n'on ket bet lezet da vont d'e gaout en ti-bank peogwir e oa oc'h ober marc'had gant un aotrou. Goude bezañ gortozet ur pennad amzer gant pasianted e c'houlennis ouzh ur c'homis hag-eñ e c'halle an divizoù padout pell. Marteze a-walc'h, emezañ, rak komz a reont sur-mat eus ar prosez renet a-enep an aotrou Melestrour. Goulenn a ris eus peseurt prosez e oa anv ha daoust hag-eñ ne oa ket faziet; respont a reas din ne oa ket faziet, digoret e oa bet ur prosez, hag unan pouezus zoken, met muioc'h eget se ne ouie ket. Karet en dije-eñ reiñ skoazell d'an aotrou Melestrour hag a oa un den reizh ha madelezhus, met ne ouie ket petra ober, ne c'halle nemet magañ ar spi e teuje tud a veli d'ober evitañ. Pezh a c'hoarvezje ivez, sur a-walc'h, hag a-benn ar fin e vije renket pep tra evit ar gwellañ, met er mare-mañ, evel m'en doa komprenet diouzh gwelet imor an aotrou Melestrour, ne oa ket mat tamm ebet an traoù gantañ. Evel-just n'em eus ket graet kalz a van ouzh komzoù ar c'homis eeunik-se, klasket em eus e zinec'hañ, difennet 'm eus outañ komz eus an dra-se gant tud all, hag e kement-se holl ne welan-me nemet kaozioù goullo. Daoust da se e vefe mat dit marteze, ma zad karet, klask penn d'an afer-se kentañ tro ma teui amañ, rak aes e vo dit dastum titouroù resis ha, mar bez ret, goulenn skoazell digant tud a veli eus da anaoudegezh. Ha ma ne vez ket ret, pezh a c'haller krediñ, he devo da verc'h da vihanañ an tu d'az priata dizale, pezh a raio plijadur dezhi.‹ - Ur verc'hig vat«, eme an eontr en ur sec'hañ un daerenn e korn e lagad pa voe echu e lennadenn. K. a reas un hej d'e benn; gant an holl drubuilhoù c'hoarvezet er mareoù diwezhañ en doa ankouaet krenn Erna, disoñjet en doa zoken deiz he ganedigezh hag anat e oa dezhañ e oa bet ijinet ar c'hasedad chokolad ganti evit difenn e vrud dirak an eontr hag ar voereb. Ur soñj teneraus-meurbet e oa, hag a dra-sur ne vije ket trawalc'h, evit he zrugarekaat, kas ingal tikedoù c'hoariva dezhi evel ma oa e-sell d'ober diwar vremañ, met evit ar mare ne oa ket troet d'ober gweladennoù er pañsion na da zrailhañ kaozioù gant ul liseadez vihan triwec'h vloaz. »Ha petra a lavarez bremañ?« a c'houlennas an eontr, ankouaet gantañ, dre al lizher hag a seblante adlenn, an hast hag ar mall a veze peurvuiañ warnañ. »Ya, ma eontr«, eme K., »gwir eo.« - »Gwir?« a huchas an eontr. »Petra zo gwir? Penaos e c'hall bezañ gwir? Petore prosez? N'eo ket ur prosez kastizel, emichañs?« - »Ur prosez kastizel eo«, a respontas K. »Petra? chom a rez sioul amañ ez koazez gant ur prosez kastizel war da choug?« a huchas an eontr en ur sevel e vouezh uheloc'h-uhelañ. »Seul siouloc'h e choman, seul welloc'h eo evit diskoulm ar prosez«, eme K., skuizh e vouezh »bez dinec'h...« - »Ne c'hall ket da gomzoù ma dizoaniañ!« a huchas an eontr, »Josef, Josef kaezh, soñj ennout da-unan, soñj ez kerent, soñj en hor brud vat! Enor az peus graet dimp betek-henn, arabat dit ober mezh dimp bremañ. Da emzalc'h ne blij ket din tamm ebet«, sellet a reas ouzh K., en ur stouiñ e benn war ar c'hostez, »n'eo ket emzalc'h un tamallad digablus hag a zo c'hoazh e-kreiz e nerzh. Lavar din diouzhtu a betra ez eus keal, evit ma c'hallin reiñ skoazell dit. Eus ar bank eo ez eus keal, evel-just?« - »N'eo ket«, eme K. en ur vont en e sav »komz a rez re greñv, eontr kaezh, moarvat emañ ar c'homis a-drek an nor o spiañ. Displijus eo din. Gwell eo dimp mont alese. Respont a rin d'az koulennoù gwellañ ma c'hallin. Goût a-walc'h a ouzon, e rankan reiñ displegadennoù d'ar familh.« - »Hag a zo gwir!« a huchas an eontr, »gwir a-grenn, neuze hast buan, Josef, hast buan!« - »N'em eus nemet un nebeud urzhioù da reiñ«, eme K., a-raok gervel dre bellgomz e erlec'hiad hag a antreas goude ur pennadig. An eontr, en e strafuilh, a reas ur sin gant e zorn evit diskouez dezhañ e oa bet galvet gant K., pezh a vije bet anat forzh penaos. K., en e sav dirak e daol-skrivañ, a zisplegas a vouezh izel d'an den yaouank hag a selaoue e gomzoù gant un neuz yen met evezhiek, petra en dije d'ober en e lec'h, en ur ziskouez dezhañ teulioù ha skridoù a bep seurt. Hegasus e oa an eontr, mann nemet dre ma oa aze o sellet gant daoulagad bras en ur zantañ nervennek e vuzell, hep selaou koulskoude, met seblantout a rae selaou, pezh a oa hegasus a-walc'h. Neuze avat en em lakas da vonedoneañ dre ar burev, met gwech an amzer e chome a-sav amañ pe aze, dirak ar prenestr pe dirak ur poltred, hag e laoske estlammadennoù a bep seurt evel: »Digomprenus a-grenn eo din an dra-se!« pe »Lavarit din mar plij penaos e troio an traoù!« An den yaouank a reas evel pa ne welje netra, sioulik e selaouas urzhioù K. betek ar fin, notenniñ a reas tra pe dra hag ez eas kuit goude bezañ graet ur stouadenn koulz dirak K. ha dirak an eontr, met hemañ a droe kein dezhañ hag a selle dre ar prenestr en ur jogañ ar rideozioù gant e zaouarn astennet. Ne oa ket serret mat an nor ma huchas an eontr; »Erfin, setu aet kuit ar furlukin, neuze e c'hallimp mont alese ni ivez. Erfin!« Siwazh, ne voe ket tu da virout ouzh an eontr d'ober goulennoù a-zivout ar prosez e raksal ar bank, 'lec'h ma oa un tolpad implijidi ha komised ha zoken an eilrener o tremen d'an ampoent. »Gant-se, Josef«, eme an eontr en ur respont gant ur saludig da stouadennoù ar re en-dro dezhañ, »lavar din krak ha berr pe zoare prosez eo hemañ.« K. a zistagas un nebeud frazennoù hep ster en ur c'hoarzhin un tammig, ha n'eo nemet pa voent erruet er skalier ma tisklêrias d'an eontr n'en doa ket bet c'hoant da gomz fraezh dirak an holl. »Mat az peus graet«, eme an eontr, met bremañ, komz.« Stouet e benn gantañ e selaoue en ur dennañ gant hast bommoù-moged berr eus e segalenn. »Da gentañ holl, ma eontr«, eme K., n'eo ket hemañ ur prosez dirak ul lez-varn ordinal.« - »Mantrus eo!«, eme an eontr. »Penaos 'ta?« eme K. en ur sellet ouzh an eontr. »Mantrus eo, a lâran dit«, eme an eontr adarre. Bez' e oant en o sav war ar skalier diavaez a gase d'ar straed; o vezañ ma seblante ar porzhier astenn e skouarn, e sachas K. e eontr d'an traoñ; paket e voent e monedone birvilhus ar straed. An eontr, krog bremañ e kazel K., ne rae ket mui goulennoù ken endalc'hus diwar-benn ar prosez, hag e-pad ur pennad amzer zoken e kerzhjont dilavar. »Penaos eo c'hoarvezet?« a c'houlennas an eontr a-benn ar fin en ur chom a-sav ken trumm ma  troas an dud a gerzhe a-drek dezhañ spontet-mik diwar-hent. »Traoù a-seurt-se ne c'hoarvezont ket a-daol-trumm, prientet e vezont pell en a-raok, arouezioù zo bet sur a-walc'h, perak n'ez peus ket skrivet din? Evel ma ouzout e ran pep tra evidout, da gulator on c'hoazh koulz lavaret ha betek hirie e oa lorc'h ennon gant se. Da skoazellañ a rin c'hoazh bremañ, evel-just, met diaes-tre e vo rak boulc'het mat eo ar prosez dija. Gwell e vefe dit forzh penaos ehanañ ur pennadig gant da labour ha dont du-mañ war ar maez. Treutaet out ivez un tammig, hen gwelet a ran bremañ. War ar maez e teuio nerzh dit adarre ha mat e vo, rak strivadennoù bras az po sur-mat d'ober c'hoazh. Ha tec'hout a ri, ouzhpenn-se, diouzh krabanoù tud al lez-varn. Amañ e c'hallont implijout doareoù liesseurt evit suraat o beli, hag o implijout a reont ivez didro hag eeun a-enep dit; war ar maez e vije ret dezhe dileuriañ kannaded, pe da vihanañ klask kaout levezon warnout dre lizher, dre bellsksrid pe dre bellgomz. Seurt doareoù, evel-just, n'int ket ken efedus; ne vi ket dieubet evit kelo-se, met amzer az po da dennañ da alan.« - »Gallout a rafent difenn ouzhin da vont kuit«, eme K., poulzet gant komzoù e eontr da welet an traoù diouzh o savboent. »Ne gredan ket e raint«, eme an eontr, soñjus, »ne vo ket kalz bihanoc'h o galloud goude ma vi aet kuit.« - »Soñjal a rae din«, eme K. en ur gregiñ e kazel e eontr evit mirout outañ da chom a-sav, »o dije an holl draoù-se evidout nebeutoc'h a bouez c'hoazh eget n'o deus evidon-me, ha setu-te laket ken diaes bremañ.« - »Josef«, a huchas an eontr en ur strivañ d'en em zieubiñ evit gallout chom a-sav, met K. ne ziskrogas ket dioutañ, »nag a gemm zo deut ennout; a-viskoazh ez peus bet ur spered lemm ha leun a boell, hag aet e vefe diganit bremañ end-eeun? Ha c'hoant az peus da goll da brosez? Gouzout a rez petra a dalvo dit? Talvout a raio dit bezañ diverket, na mui na ken. Ha da gerentiezh a-bezh a vo sachet d'az heul, pe da vihanañ izelaet ha mezhekaet. Josef, klask trec'hiñ warnout da-unan. Da zigasted am lak da beursodiñ. Mann nemet ouzh da welet e c'hallfed reiñ kred d'ar c'hrennlavar: ›Bezañ paket en ur seurt prosez a dalv kement ha bezañ taolet da goll.

»Eontr kaezh«, eme K., »pegen didalvoud eo ar vuanegezh, ken didalvoud diouzh da du ha ma vefe diouzh ma zu. N'eo ket evel-se e vez gounezet prosezioù, bez fiziañs em skiant-prenañ evel ma tougan-me bepred bri d'az hini, zoken pa vezan laket souezhet ganti. Peogwir ez peus lavaret e teuje ar prosez da noazout ivez ouzh ar familh - pezh ne c'hallan ket kompren, met se ne gont ket -, e fell din sentiñ ouzhit penn-da-benn. Met ne gavan ket mat, zoken diouzh da savboent, tremen ur pennad amzer war ar maez, rak ken buan all e vije soñjet em eus kemeret an tec'h hag en em santan kablus. Ha daoust ma vezan muioc'h heskinet amañ e c'hallan ivez ober muioc'h evit kas an afer war-raok.« - »Gwir eo«, eme an eontr war un ton hag a roe da soñjal e oant krog erfin da dostaat an eil ouzh egile, »ar c'hinnig-se am boa graet dit dre ma soñjen e c'halljes lakat pep tra en arvar dre zigasted ma chomjes amañ hag e vije gwelloc'h din labourat evidout ez lec'h. M'az peus c'hoant, avat, da lakat da holl nerzh da gas an afer en-dro drezout da-unan, e kavan se evel-just kalz gwelloc'h.« - »War ar poent-se emaomp a-unan«, eme K. »met petra soñj dit e tlefen ober da gentañ?« - »Rankout a ran c'hoazh, evel-just, prederiañ war an afer«, eme an eontr, »rak arabat disoñjal emaon o chom war ar maez abaoe ugent vloaz, koulz lâret hep diskrog, ha ma spered n'eo ket chomet moarvat ken lemm ha ma'z eo bet ur wech. Distanket eo an darempredoù talvoudus am boa gwechall gant tud hag a ouie gwelloc'h diouzh an aferioù-se. Un tammig digenvez en em gavan war ar maez, evel ma ouzout. N'eo nemet e seurt degouezhioù e teu da vezañ anat din. Dic'hortoz un tamm eo kouezhet da afer warnon, daoust m'am boa, en un doare souezhus, raksantet un dra bennak goude bezañ lennet lizher Erna, ha peuzsur on bet zoken p'am eus da welet hirie dirakon. Met petra vern, ar pep pouezusañ bremañ eo diwall da goll amzer.« A-greiz prezegenniñ e oa savet war vegoù e dreid evit ober sin d'ur c'harr-tan, ha neuze, en ur huchal d'ar blenier ur chomlec'h e stlejas K. d'e heul e-barzh ar c'harr. »Mont a reomp bremañ da di an alvokad Huld, ur c'hamarad-skol din«, emezañ. »Anaout a rez e anv emichañs? Ne rez ket? Iskis eo. Brudet-mat eo evel difennour hag evel alvokad ar beorien1 . Me, avat, am eus fiziañs vras ennañ evel den da gentañ penn. »Kement tra emaout e soñj ober a vo mat din«, eme K., evitañ da vezañ laket diaes gant an doare herrus ha difraeüs en doa e eontr da blediñ gant e afer. Ne oa ket gwall blijus d'an tamallad a oa anezhañ mont da gaout alvokad ar beorien. »Ne ouien ket«, emezañ, »e oa posupl goulenn skoazell un alvokad en ur seurt afer.« - »Posupl eo, evel-just«, eme an eontr, »perak ne vefe ket? Ha bremañ, evit ma ouzin pep tra diwar-benn an afer-se, kont din petra zo c'hoarvezet betek-henn.« K. a stagas diouzhtu da gontañ hep lezel netra er maez, rak komz gant onestiz oa an doare nemetañ, aotreet dezhañ, da enebiñ ouzh e eontr hag a soñje e oa ar prosez un dra vezhus. Eus an dimezell Bürstner ne reas anv nemet ur wech hepken ha diwar vont, met se ne noaze ket ouzh e onestiz rak an dimezell Bürstner ne oa e nep doare liammet ouzh ar prosez. En ur gontañ e selle dre ar prenestr hag evel-se e verzas e oa ar c'harr o tostaat ouzh ar c'harter m'en em gave burevioù al lez-varn; hen lavaret a reas d'an eontr met hemañ ne voe ket souezhet gant ar c'hendegouezh-se. Ar c'harr a chomas a-sav dirak un ti teñval. Diouzhtu e sonas an eontr ouzh an nor gentañ, el leur-draoñ; e-keit ma oant o c'hortoz e skrignas e zent bras en ur vousc'hoarzhin hag e hiboudas: »Eizh eur, un eur divoas evit mont da gavout un alvokad. Met Huld n'en devo ket droug ouzhin.« A-drek draf an nor e teuas war wel daou lagad bras ha du hag a sellas ur par berr ouzh an daou bratik a-raok steuziañ; met an nor ne zigoras ket. An eontr ha K. a douas o-daou, an eil d'egile, bezañ gwelet an daou lagad. »Ur vatezh nevez, aon ganti rak tud estren«, eme an eontr en ur lopañ ur wech all. Adarre e teuas an daou lagad war wel, tristik un tamm e seblantent bezañ en dro-mañ, met marteze ne oa se nemet un touell da lakat war gont flamm noazh ar gleuzeur dre aezhenn hag a oa o teviñ a-us d'o fennoù gant pufadennoù skiltr, hep reiñ nemeur a sklêrijenn. »Digorit«, a huchas an eontr en ur skeiñ gant e zorn serret ouzh an nor, »ni zo mignoned d'an aotrou Alvokad!« - »An aotrou Alvokad zo klañv«, a hiboudas unan a-drek dezhe. Ar gemennadenn-se a oa bet graet a vouezh izel-izel gant un aotrou paket en ur vantell-noz hag a oa en e sav e toull un nor e penn all an trepas bihan. An eontr, droug ennañ dija goude bezañ ranket gortoz pell, a droas trumm e benn en ur huchal: »Klañv? a lavarit, klañv eo?« hag ez eas war-du ennañ, hogozik gourdrouzus, evel pa vije bet an aotrou-se ar c'hleñved e-unan. »Digoret eo dija«, eme an aotrou en ur ziskouez dor an alvokad; neuze en ur serriñ e vantell-noz en-dro dezhañ ez eas diwar wel. Evit gwir e oa bet digoret an nor, hag er rakkambr e oa ur plac'h yaouank - anaout a reas K. an daoulagad teñval un tammig boullek - gwisket gant un davañjer hir liv gwenn, hag a zalc'he ur c'houlaouenn-goar en he dorn. »Digorit buanoc'h ar wech a zeu!« eme an eontr e-giz salud tra ma rae ar plac'h yaouank ur stouadenn vihan. »Deus, Josef«, a lavaras neuze da K., hag hemañ en em silas goustad e-biou d'ar plac'h. »Klañv eo an aotrou Alvokad«, eme ar plac'h pa welas an eontr o vont a-herr war-du un nor. K. a zisloagas c'hoazh ouzh ar plac'h hag a oa distroet evit prennañ an nor; boullheñvel e oa he dremm evel hini ur bompinell, rak ouzhpenn ma oa ront he divjod disliv, e oa ront ivez he daouividig ha bevenn he zal. »Josef!« a huchas an eontr adarre, a-raok goulenn ouzh ar plac'h: »E gleñved kalon zo o c'hoari?« - »Ya, m'eus aon«, eme ar plac'h hag he doa kavet amzer da dremen dirake gant ar c'houlaouenn ha da zigeriñ dor ar gambr. En ur c'horn eus ar gambr ha ne oa ket sklêrijennet c'hoazh gant ar c'houlaouenn-goar e voe gwelet ur penn gant ur barv hir o sevel diwar ar pennwele. »Leni, piv zo amañ?« a c'houlennas an alvokad ha na c'halle ket anaout e weladennerien, dallet ma oa gant ar gouloù. »Albert, da vignon kozh«, eme an eontr. »A! Albert«, eme an alvokad en ur lezel e benn da gouezhañ war e blueg, evel pa n'en dije ket ezhomm d'ober ardoù dirak e weladenner. »Ken gwazh-se eo dit?« a c'houlennas an eontr en ur azezañ war bord ar gwele. »N'on ket evit krediñ. Ur barrad kleñved kalon eo hag a dremeno evel ar re all.« - »Marteze a-walc'h«, eme an alvokad a vouezh izel, »met hemañ eo an hini gwashañ am eus bet biskoazh. Berr eo ma alan, ne c'hallan ket kousket hag a zeiz da zeiz e kollan nerzh.« - »Ma!«, eme an eontr en ur waskañ e dog-Panama ouzh e c'hlin gant e zorn bras. »Setu keleier fall. Daoust ha graet mat e vez war da dro? Ken tristik eo amañ ivez, ken teñval. Pell zo abaoe ar wech diwezhañ ma'z on bet amañ, d'ar c'houlz-se em boa kavet pep tra un tammig plijusoc'h. Ha da zimezellig amañ ne ziskouez ket bezañ gwall laouen, nemet kuzhat a rafe he natur.« Ar plac'h a oa bepred en he sav e-kichen an nor gant ar c'houlaouenn en he dorn; diouzh ar pezh a ziskulie he sell dispis, e pare he lagad kentoc'h war K. eget war an eontr, zoken bremañ, pa oa hemañ o komz diouti. Harpet e oa K. ouzh ur gador hag en doa sachet e-kichen ar plac'h. »Pa vezer ken klañv ha ma'z on-me«, eme an alvokad »e ranker kaout peoc'h. N'on ket trist.« Goude un tamm ehan e ouzhpennas: »Ha brav e ra Leni war ma zro, ur plac'h mat eo.« An eontr, avat, ne oa ket kendrec'het, rakvennozhioù en doa evit doare a-enep ar glañvdiourez ha daoust ma ne glaskas ket dislavaret ar c'hlañvour e taolas selloù garv outi e-pad ma'z ae betek ar gwele, ma lake ar c'houlaouenn war an daol-noz, ma stoue a-us d'ar c'hlañvour ha ma kempenne e bluegoù en ur guzulikat gantañ. Ankouat a reas tost da vat an doujañs dleet d'an hini klañv hag ez eas en e sav evit redek war-lerc'h ar glañvdiourez amañ hag aze; ne vije ket bet souezhet K. m'en dije kroget en he brozh evit he sachañ diouzh ar gwele. K. a selle sioul en-dro dezhañ; ne oa ket displijet gant kleñved an alvokad rak ouzh ar gred laket gant e eontr da renkañ e afer n'en doa ket gallet enebiñ, ha degemeret mat e oa gantañ an darvoud deut da skoilhañ ar gred-se hep n'en dije graet tra ebet. Neuze e lavaras an eontr, marteze gant ar soñj nemetañ da zismegañsiñ ar glañvdiourez: »Dimezell, mar plij, hon laoskit ur predig hon-unan, eus un afer brevez em eus da gomz gant ma mignon.« Ar glañvdiourez, hag a oa o tijogañ al liñsel ouzh ar voger, stouet izel a-us d'ar c'hlañvour, a droas he fenn hag a lavaras, gant ur vouezh sioul-tre, disheñvel a-grenn diouzh mouezh an eontr hag a sac'he gwech ha gwech all gant ar fulor evit tarzhañ adarre gwashoc'h eget kent: »Evel ma welit, klañv eo an aotrou, ne c'hall komz eus afer ebet.« Marteze a-walc'h n'he doa adlavaret komzoù an eontr nemet dre leziregezh, met zoken un den diduek en dije santet un tamm goaperezh en he respont hag evel-just e savas an eontr war e elloù evel pa vije bet flemmet. »Te, plac'h daonet«, a satouilhas en e gounnar gant ur vouezh raouliet ha diaes da gompren. Spontañ a reas K. daoust ma oa engortoz eus un dra evel-se, hag a-herr ez eas war-du e eontr, mennet-start da serriñ dezhañ e c'henoù gant e zaou zorn. Dre eurvad e savas an hini klañv en e goazez a-drek ar plac'h; an eontr, teñval e benn evel pa vije o lonkañ un dra heugus, a lavaras neuze war un ton siouloc'h: »Evel-just n'eo ket kollet hor penn ganimp c'hoazh; ma vefe ar pezh a c'houlennan un dra dibosupl, n'hen goulennfen ket. Kit kuit bremañ mar plij!« Ar glañvdiourez a oa en he sav-sonn e-kichen ar gwele, he fenn troet war-du an eontr, ha gant un dorn, war a gredas da K. merzout, e floure dorn an alvokad. »Dirak Leni e c'hallez lavaret pep tra«, eme ar c'hlañvour war un ton hag a oa hep mar ebet aspedus. »N'eo ket un dra a sell ouzhin«, eme an eontr, »n'eo ket ur sekred din.« Hag e troas e gein evel pa vije mennet da lakat fin da bep diviz, met prest koulskoude da reiñ d'egile amzer d'en em soñjal. »Ouzh piv e sell an dra neuze?« a c'houlennas an alvokad, mouget e vouezh, en ur vont adarre en e c'hourvez. »Ouzh ma niz«, eme an eontr, »e zegaset em eus ganin.« Hag e reas an digoroù: »Melestrour Josef K.« - »O!« eme ar c'hlañvour war un ton buhezekoc'h en ur astenn e zorn da K, »ma digarezit, n'em boa ket ho kwelet. Kae 'ta, Leni«, a lavaras neuze d'ar glañvdiourez ha na glaske ket mui enebiñ; hag ez astennas e zorn dezhi evel pa vije o kimiadiñ diouti evit pell amzer. »Neuze«, a lavaras erfin d'an eontr, sioulaet eñ ivez, hag a dostae outañ »n'eo ket eta abalamour ma'z on klañv ez out deut d'am c'havout, met evit komz eus aferioù.« Lavaret e vije bet e oa bet seizet an alvokad gant ar soñj e teue an eontr d'e weladenniñ abalamour d'e gleñved, rak bremañ e tiskoueze bezañ adnerzhet: chom a rae dalc'hmat harpet war un ilin, pezh a oa sur-mat skuizhus a-walc'h, hag e sache dibaouez war ur guchennad vlev e-kreiz e varv. »Fesonet gwelloc'h out dija«, eme an eontr, »abaoe m'emañ ar sorserez-se er-maez.« Sac'hañ a reas hag e hiboudas: »Klaoustre emañ o spiañ!« hag e tilammas war-du an nor. A-drek an nor ne oa den ebet hag an eontr a zistroas; ne oa ket dipitet rak dre chom hep spiañ e tiskoueze ar plac'h muioc'h a zrougiezh c'hoazh, met trenket e oa e imor koulskoude: »Drouksoñjal a rez diwar he fenn«, eme an alvolkad hep klask difenn pelloc'h ar glañvdiourez, marteze evit diskouez evel-se n'he doa ket ezhomm da vezañ difennet. Met war un ton hegaratoc'h e kendalc'has: »Evit pezh a sell ouzh afer da niz, e vijen laouen o kaout trawalc'h a nerzh evit kas da benn ur gefridi ken tenn; n'am bo ket, 'm eus aon, met bezet a vezo, kement tra a c'hallin ober a rin; ma ne vez ket trawalc'h e c'halloc'h bepred gervel unan all ouzhpenn. Evit lâret ar wirionez, ez on re zedennet gant an afer-se evit bezañ gouest da chom hep emellout enni. Ma ne zalc'h ket ma c'halon he c'hrog, e kavo amañ da vihanañ un digarez eus ar c'hentañ da chom krenn a-sav. K. ha na gomprene ger ebet eus ar brezegenn-se a baras e selloù war e eontr gant ar spi da dennañ un tamm displegadenn dioutañ, met hemañ - azezet gant ar c'houlaouenn en e zorn war an daolig-noz ma oa ruilhet dija diwarni ur voutailhad louzoù war ar pallenn-leur - a asante da gement tra a lavare an alvokad, a oa ali gantañ war bep tra, hag a selle gwech ha gwech all ouzh K. evit e bediñ da reiñ e asant en hevelep doare. Daoust ha komzet en doa an eontr ur wech bennak gant an alvokad eus ar prosez? Ne c'halle ket bezañ, kement tra a oa c'hoarvezet betek-henn a roe da soñjal n'en doa ket. Rak-se e lavaras: »n'on ket evit kompren.«- »Marteze n'em eus ket-me komprenet mat?« a c'houlennas an alvokad ken souezhet ha ken nec'het ha K. »Marteze ez on aet re brim ganti. Diwar-benn petra e felle deoc'h komz ganin? Soñjal a rae din e oa diwar-benn ho prosez?« - »Evel-just«, eme an eontr hag a c'houlennas neuze ouzh K.: »Petra fell dit?« - »Ya, met penaos oc'h deut da gaout titouroù diwar ma fenn ha diwar-benn ma frosez?« a c'houlennas K. »Ba!«, eme an alvokad gant ur mousc'hoarzh, »alvokad on, daremprediñ a ran al lezioù-barn, komz a reer eno eus a bep seurt prosezioù ha derc'hel a reer soñj eus ar re ziboutinañ, dreist-holl pa vez anv enne eus niz ur mignon. N'eus netra souezhus, eta.« - »Petra fell dit?« a c'houlennas an eontr ur wech c'hoazh. »Ken nec'het out da welet.« Daremprediñ a rit tud al lez-varn?« a c'houlennas K. »Ya«, eme an alvokad. »Ober a rez goulennoù evel ur bugel«, eme an eontr. »Ha piv a zlefen daremprediñ ma n'eo ket tud eus ma micher?« a ouzhpennas an alvokad. Ken anat e seblante bezañ ma ne respontas K. netra. »Labourat a rit e palez al lez-varn, ha n'eo ket el lez-varn a zo er solier«, en doa bet c'hoant da lavaret, met ne c'hallas ket kemer warnañ hen lavaret da vat. »Ret eo deoc'h soñjal«, a gendalc'has an alvokad evel pa vije o tisplegañ hep ezhomm ha war ar prim un dra anat, »ret eo deoc'h soñjal e tennan eus seurt darempredoù kalz a c'hounid evit ma fratikoù, ha kement-se e meur a zoare, met war se e ranker alies tevel. Evel-just, dalc'het on bremañ gant ar c'hleñved met dont a ra koulskoude mignoned vat eus al lez-varn d'am c'havout hag evel-se e teuan da c'houzout tra pe dra. Gouzout a ran marteze muioc'h eget reoù zo, e-kreiz o yec'hed, hag a dremen devezhioù a-bezh el lez-varn. Bremañ end-eeun em eus amañ ur gweladenner ker d'am c'halon.« Hag e tiskouezas ur c'horn teñval eus ar gambr. »Pelec'h 'ta?« a c'houlennas K., rust e vouezh un tammig diwar e souezh. Diasur e sellas en-dro dezhañ; kalz re wan e oa sklêrijenn ar c'houlaouenn vihan evit tizhout ar voger rag-enep. Hag e gwir, e korn ar gambr e krogas un dra bennak da fiñval. E sklêrijenn ar c'houlaouenn savet er vann gant an eontr, e voe gwelet un aotrou war an oad azezet ouzh un daolig vihan. Marteze a-walc'h en doa dalc'het war e alan evit chom keid-all hep bezañ gwelet. Gant kalz a dro en em lakas en e sav, drouklaouen evit doare o verzout e oa bet tennet an evezh warnañ. Lavaret e vije bet e klaske, gant e zaouarn hag a fiñve evel askelloù berr, diarbenn holl zigoroù ha saludoù, evel pa ne fellje ket dezhañ direnkañ ar re all gant e vezañs ha pa c'houlennje groñs bezañ adlaket en deñvalijenn evit bezañ ankouaet. E c'houlenn, avat, ne c'halle ket mui bezañ sevenet. »Deut oc'h warnomp dre sourpren«, eme an alvokad e-giz displegadenn, hag e wignas d'an aotrou evit reiñ kalon dezhañ da dostaat, pezh a reas hemañ war e bouezig, en ur deurel en-dro dezhañ selloù diasur, met gant un neuz meurdezus a-walc'h koulskoude. »Aotrou Rener ar gref - ac'hanta, ma digarezit, n'em eus ket graet an digoroù - setu amañ ma mignon Albert K., amañ e niz, ar melestrour Josef K., hag amañ aotrou Rener ar gref - aotrou Rener ar gref eta zo bet ken hegarat da zont d'am gwelet. Talvoudegezh ur seurt gweladenn ne c'hall bezañ muzuliet nemet gant unan hag a anavez mat an doareoù, unan hag a oar pegen sammet eo an aotrou Rener gant re a labour. Deut eo koulskoude d'am gwelet hag un tamm kaozeadenn hon eus graet e peoc'h, da vihanañ kement ha ma oa tu d'ober gant ar gwan ma oan. Evel-just n'hor boa ket difennet ouzh Leni reiñ digor da zen, rak gweladenn ebet ne oa da c'hortoz, ha soñjal a rae dimp, forzh penaos, e vijemp chomet hon-unan; neuze avat, Albert, e voe klevet da daolioù-dorn war an nor ha setu an aotrou Rener oc'h en em dennañ en ur c'horn gant kador ha taol, met seblantout a ra bremañ e c'hallfemp marteze, da lâret eo ma vez c'hoant, komz eus un afer boutin etrezomp ha tostaat adarre an eil ouzh egile. - Aotrou Rener ar gref«, emezañ gant ur stouadenn d'e benn hag ur mousc'hoarzh luban war e vuzelloù en ur ziskouez ur gador-vrec'h e-kichen ar gwele. »Ne c'hallan, siwazh, chom nemet un toullad munutennoù«, eme an aotrou rener war un ton hegarat en ur deurel e bouez war ar gador-vrec'h, gant ur sell ouzh an horolaj, »ma aferioù am galv. Forzh penaos, ne fell ket din koll an tu d'ober anaoudegezh gant ur mignon d'am mignon.« Stouiñ a reas un tammig e benn dirak an eontr hag a seblante plijet-bras gant e anaoudegezh nevez, met daoust da se,  divarrek ma oa dre natur da ziskouez ur sentidigezh doujus e eilas komzoù an aotrou rener gant ur c'hoarzh nec'het met trouzus. Un arvest divalav! Brav ha sioul e c'halle K. sellet pizh ouzh pep tra, rak den ebet ne rae van outañ; rener ar gref, emellet bremañ en afer, a lakas ar gaoz da vont en-dro evel ma hañvale bezañ kustum d'ober hag an alvokad, bet ken gwan ergentaou, marteze gant ar soñj da lakat e weladennerien nevez da sachañ o skasoù gante, a selaoue gant evezh, e zorn gantañ war e skouarn; an eontr hag a dalveze da zouger-gouloù - brañsellat a rae ar c'houlaouenn-goar war e vorzhed dindan selloù nec'het an alvokad - en em gavas buan dizoaniet ha ne santas nemet un dudi divent o klevet prezegenn rener ar gref, koulz hag o welet ar jestroù flour ha gwagennus a rae gant e zorn evit eilañ e gomzoù. K., harpet ouzh penn ar gwele, a oa bet lezet a-gostez, marteze a-ratozh-kaer, gant rener ar gref hag a dalveze d'an aotrounez kozh da arvestour hepmuiken. A-hend-all ne ouie ket nemeur eus petra e oa kaoz hag a-wechoù e soñje er glañvdiourez hag e doareoù dihegar e eontr en he c'heñver; a-wechoù all, avat, e soñje en doa gwelet rener ar gref en un tu bennak, marteze zoken er vodadeg dalc'het da geñver e atersadenn gentañ. Faziet e oa marteze, met anat e oa koulskoude e vije bet rener ar gref mat-tre en e jeu e-kreiz ar vodadeg, azezet er renk kentañ e-touez an aotrounez kozh o barv rouez.

Neuze e teuas eus ar rakkambr un trouz heñvel ouzh strak porselen drailhet hag a dennas evezh an holl. »Ez an da welet petra zo c'hoarvezet«, eme K. hag a yeas er-maez war e c'horregezh, evel p'en dije bet c'hoant da reiñ d'ar re all an tu da herzel outañ. A-boan erru er rakkambr ha krog da glask e hent en deñvalijenn, e santas war e zorn hag a zalc'he bepred an nor digor, un dorn bihan, kalz bihanoc'h eget e hini, hag a serras sioulik an nor. Ar glañvdiourez an hini oa, bet o c'hortoz amañ. »N'eus c'hoarvezet netra«, a hiboudas-hi, »n'em eus nemet stlapet un asied ouzh ar voger evit ho sachañ er-maez.« Abafet, e lavaras K.: »Soñjet em eus ivez ennoc'h.« - »Gwell a-se«, eme ar glañvdiourez, »deuit eta.« Graet gante un toullad kammedoù en em gavjont dirak un nor e gwer divoull; he digeriñ a reas ar glañvdiourez en ur lavaret da K.: »Antreit 'ta«. Hep mar e oa burev an alvokad; leun e oa a arrebeuri kozh ha pounner, kement ha ma c'halled gwelet e skleur al loar ha na daole nemet ur garrezennad gouloù war ul lodenn vihan eus al leur dindan pep hini eus an tri frenestr bras. »Dre amañ«, eme ar glañvdiourez en ur ziskouez un azezenn e koad teñval gant ur c'hein kizellet. Pa voe aet en e goazez e sellas K. en-dro dezhañ dre ar burev; uhel ha bras e oa, ha sur a-walc'h en em sante pratikoù alvokad ar beorien gwall zianket ennañ. Seblantout a rae da K. gwelet ar c'hammedoù bihan a rae ar weladennerien evit tostaat ouzh ar pezh mell taol-skrivañ. Neuze e kasas ar soñj-se diwar e spered ha n'en devoe daoulagad nemet evit ar glañvdiourez azezet ken stok outañ ma waske anezhañ tost da vat ouzh brenk an azezenn. »Soñjal a rae din«, emezi, »e vijec'h deut d'am c'havout hep ma vije ret din ho kervel. Un emzalc'h gwall iskis eo ho hini. Da gentañ, en ur zont tre, ho peus sellet dibaouez ouzhin ha neuze ho peus ma laket da c'hortoz. Ha bremañ, grit Leni ac'hanon«, a lavaras c'hoazh, trumm ha prim, evel gant aon da goll ur vunutenn eus ar gaozeadenn. »Hag e rin«, eme K. »Met evit pezh a sell ouzh ma emzalc'h iskis, n'eo ket diaes da zisplegañ. Da gentañ on bet rediet da selaou randonerezh an aotrounez kozh ha ne c'hallen ket mont kuit hep digarez; d'an eil n'on ket ur paotr dichipot met lentik kentoc'h, ha c'hwi, Leni, ne oa tamm ebet warnoc'h tres ur plac'h hag a c'haller gounit en ur serr-lagad.« - »N'eo ket se eo«, eme Leni en ur lakat he brec'h war kein an azezenn hag en ur sellet ouzh K. »met ne blijen ket deoc'h ha moarvat ne blijan ket deoc'h bremañ kennebeut.«  »Plijout a vije gwall nebeut a dra«, a lavaras K., dispis. »O!« emezi gant ur mousc'hoarzh, hag an estlammadenn-se, koulz hag an evezhiadenn graet gant K., he lakas un tammig dreist dezhañ. Rak-se e tavas K. ur pennadig. Dre ma oa deut da voazañ ouzh an deñvalijenn, e c'hallas anavezout munudoù 'zo. Tennet e voe e evezh dreist-holl gant un daolenn vras ispilhet ouzh ar voger a-gleiz d'an nor; stouiñ a reas un tammig war-raok evit he gwelet spisoc'h. Diskouez a rae un den gwisket gant sae ur barner; azezet e oa war ur gador-veur uhel, alaouret ken splann ma strinke sked al livadur er-maez eus an daolenn. Tra souezhus, ne oa ket azezet ar barner sioul ha meurdezus; e vrec'h kleiz a oa peg ouzh kein ha brenk e gador tra ma oa e vrec'h dehou dizalc'h penn-da-benn; e zorn hepken a oa krog er brenk evel pa vije war-nes sailhañ en ul lamm taer ha marteze kounnaret, evit displegañ un dra a-bouez pe zoken evit kemenn ur varnadenn. Ret e oa moarvat empentiñ an tamallad e traoñ ar skalier ma weled, en daolenn, an derezioù uhelañ anezhañ goloet gant ur pallenn melen. »Heman, marteze eo ma barner«, eme K. en ur ziskouez ar poltred gant e viz. »E anaout a ran eme Leni en ur barañ he sell war ar poltred, »dont a ra alies amañ. En amzer e yaouankiz eo bet livet an daolenn-mañ, met morse n'eo bet heñvel ouzh e boltred rak bihan eo, hogozik bitous. En daolenn, avat, eo bet kresket e vent rak lorc'hus-brein eo, evel an holl amañ. Lorc'hus on me ivez, ha drouklaouen-meurbet on o welet ne blijan tamm ebet deoc'h.« K., evel respont d'an evezhiadenn ziwezhañ, a vriatas Leni, a sachas anezhi davetañ, ha hi a harpas sioulik he fenn ouzh e skoaz. Neuze  e tistroas war ar gaoz hag e c'houlennas outi: »e pe zerez-karg emañ?« »Barner-enklasker eo«, emezi, ha war se e krogas e dorn K. hag e stagas da c'hoari gant e vizied. »Barner-enklasker hepken er wech-mañ ivez«, eme K. dipitet »an uhelgargidi a chom kuzh. Met azezet eo koulskoude war ur gador-veur.« - »Kement-se holl n'eo nemet faltazi«, eme Leni, he dremm stouet war dorn K., »azezet eo, e gwirionez, war ur gador-gegin goloet gant ur c'hozh pallenn-marc'h pleget. Met daoust hag e rankit soñjal dibaouez en ho prosez?« a ouzhpennas goustadik. »Tamm ebet!«, eme K., marteze a-walc'h e soñjan zoken re nebeut ennañ.« - »N'eo ket amañ e rit ur fazi«, eme Leni, »re zibleg oc'h war am eus klevet.« - »Piv en deus lâret se?« a c'houlennas K.; santout a rae he c'horf ouzh e vruched tra ma kouezhe e sell war he blev teñval ha fonnus plezhennet start. »Re a draoù a zeufe war wel m'hen lavarfen«, a respontas Leni. »Na c'houlennit ket diganin diskuliañ anvioù, mar plij, met reizhit ho fazi: na chomit ket ken dibleg rak a-enep al lez-varn-se n'eus difenn ebet, ret eo deoc'h anzav. D'ar c'hentañ degouezh, eta, anzavit. Neuze hepken e kavoc'h an tu d'en em dennañ, neuze hepken. Ha c'hoazh ne vo ket posupl hep un tamm sikour eus an diavaez, met n'ho peus ket ezhomm da vezañ nec'het, ar sikour-se a roin-me deoc'h.« - »Anaout a rit mat al lez-varn hag an holl gorvigelloù ret amañ«, eme K. en ur sevel anezhi war e varlenn rak re greñv en em starde outañ. »Mat eo evel-se«, emezi, ha war-se en em stalias  war e varlenn en ur ober un tamm dijogañ d'he brozh hag un tamm kempenn d'he c'horfenn. Neuze e pegas he daou zorn ouzh e c'houzoug, e stouas he c'horf war-dreñv hag e sellas outañ e-pad pell. »Ha ma n'oulan ket anzav, ne c'halloc'h ket ma skoazellañ?« a c'houlennas K., evit ober un taol-esa. Klask a ran engouestlañ skoazellerezed, a soñjas gant un tammig souezh: da gentañ an dimezell Bürstner, neuze gwreg ar c'homis-lez-varn hag a-benn ar fin ar glañvdiourez vihan-mañ hag a ziskouez kaout ezhomm ac'hanon en un doare digomprenus. Chom a ra azezet war ma barlenn evel pa vije ar plas nemetañ a zere outi! »Nann«, a respontas Leni en ur hejañ goustadik he fenn, »neuze ne c'hallin ket ho skoazellañ. Met ne fell ket deoc'h bezañ skoazellet ganin, 'forzh penaos, pennek oc'h ha n'eus ket tu d'ho kendrec'hiñ.« - »Ur vestrez ho peus?« a c'houlennas goude ur pennadig. »N'em eus ket«, eme K. »Hag ho peus!«, emezi. »Ya, e gwirionez«, eme K., »soñjit 'ta, he dinac'het em eus daoust ma tougan he luc'hskeudenn ganin.« War he goulenn e tiskouezas dezhi luc'hskeudenn Elsa, ha hi, tamolodet war e varlenn a studias ar poltred. Ur poltred tennet war ar prim e oa, rak luc'hskeudennet e oa bet Elsa goude un dro-zañs diroll eus ar re a blije dezhi ober en davarn; he brozh, gwagennet c'hoazh diwar lusk an dañs a nijelle en-dro dezhi; he daouarn war he divlez fetis, hag astennet he gouzoug ganti, e selle a-gostez en ur c'hoarzhin; ne c'halled ket gwelet war ar skeudenn ouzh piv e c'hoarzhe. »Korfkennet start eo«, eme Leni en ur ziskouez war ar skeudenn al lec'h ma soñje dezhi e oa anat. »Ne blij ket din, amparfal ha rust eo. Marteze e vez dous ha hegarat en ho keñver evel ma c'hallfed soñjal diouzh gwelet ar skeudenn. Merc'hed ken bras ha ken kreñv a oar alies bezañ dous ha hegarat. Daoust ha prest e vefe d'en em aberzhiñ evidoc'h?« - »Ne vefe ket«, eme K., n'eo na dous na hegarat ha ne vefe ket prest d'en em aberzhiñ evidon. Betek-henn, forzh penaos, n'em eus ket goulennet se diganti. Ha biskoazh n'em eus sellet ouzh ar skeudenn ken pizh ha m'ho peus graet.« - »N'oc'h ket eta gwall stag outi«, eme Leni, »neuze n'eo ket ho mestrez.« - »Geo«, eme K. »ne zislavaran ket ma ger.« - »Lakomp ez eo bremañ ho mestrez«, eme Leni, »e c'hallfec'h koulskoude he dioueriñ aes ma teufe deoc'h he c'holl pe he zrokañ ouzh unan all, da skouer ouzhin-me.« - »Sur«, eme K. gant ur mousc'hoarzh, »se a c'hallfe bezañ, met un dra zo hag a ro dezhi lañs warnoc'h: ne oar netra eus ma frosez, ha mar goufe un dra bennak, ne soñjfe ket ennañ. Ne glaskfe ket ma darboellañ da blegañ.« - »N'eo ket ul lañs«, eme Leni. »Ma n'eus netra all o reiñ dezhi lañs warnon, ne gollan ket kalon. Daoust hag un namm bennak he deus en he c'horf?« - »Un namm?« a c'houlennas K. »Ya«, eme Leni, »un namm bihan am eus-me, sellit 'ta.« Distokañ a reas biz-bras ha biz-gwalenn he dorn dehou an eil diouzh egile: ar groc'henenn a oa etreze a dape tost betek mell uhelañ he bizied berr. En deñvalijenn ne verzas ket K. diouzhtu petra a felle dezhi diskouez dezhañ, ha setu ma renas-hi e zorn evit ma c'hallje tastornat. »Ur froudenn eus an natur«, eme K. hag a ouzhpennas, goude bezañ ensellet an dorn a-bezh: »Nag ur c'haer a graban!« Gant un doare lorc'h e selle Leni ouzh K. o tistokañ hag o tostaat a bep eil he daou viz, ken na lakas warne ur pok skañv a-raok diskregiñ dioute. »O!« a huchas-hi kerkent, »poket ho peus din!« Buan-buan, he genoù digor ganti, e pignas war-bouez he daoulin war e varlenn. Damsimudet e savas K. e sell war-du enni; bremañ, pa oa-hi ken tost outañ, e kleve ur c'hwezh kreñv ha broudus evel hini ar pebr o sevel diouti; sachañ a reas e benn daveti ha stouet warnañ e krogas gant he dent en e c'houzoug en ur bokat dezhañ hag e tantas zoken e vlev. »Graet ho peus an trok!« a huche a vare da vare, »sellit 'ta, graet ho peus an trok!« Neuze e riklas he glin ha gant ur griadenn vihan e ruilhas d'an traoñ; K. a grogas enni evit mirout outi da gouezhañ, met sachet e voe ganti war ar pallenn-leur. »Neuze ez out din«, emezi.

»Setu dit alc'hwez an ti, deus p'az po c'hoant«, a oa he gerioù diwezhañ hag ur pok dibal a dizhas K. war e gein tra ma oa o pellaat. Kouezhañ a rae ur glav munut pa zeuas er-maez dre an nor-dal; e-sell e oa da vont da greiz ar straed gant ar spi da welet Leni er prenestr, met a-daol-trumm e tilammas e eontr eus ur c'harr-tan a oa o c'hortoz dirak an ti ha n'en doa ket gwelet, beuzet ma oa en e soñjoù; an eontr a grogas ennañ dre e zivrec'h hag hen bountas ouzh an nor-dal evel p'en dije bet c'hoant d'e dachañ warni. »Ma faotr«, penaos 'peus gallet ober an dra-se! Noazet 'peus ouzh da afer hag a oa war an hent mat. Ez ez d'en em glenkañ gant un tammig louskenn hag a zo, sur-mat mestrez an alvokad, hag e chomez ganti e-pad eurvezhioù. Ne glaskez ket un digarez zoken, ne guzhez netra, nann, ken eeun ha tra e kerzhez d'he c'haout hag e chomez ganti. Hag e-keit-se emaomp holl asambles, da eontr hag en em zifret evidout, an alvokad hag a rank bezañ gounezet dit, ha dreist-holl rener ar gref, an aotrou bras-se hag en deus hogozik pep galloud war da afer en he stad a-vremañ. Fellout a ra dimp kuzuliañ diwar-benn an doare da reiñ skoazell dit, rankout a ran komz gant evezh ouzh an alvokad, eñ d'e dro a rank tremen ouzh rener ar gref, ha te az pije bet abegoù mat d'am harpañ. E-lec'h se e chomez er-maez. A-benn ar fin n'eus ket mui tu da guzhat netra, met tud seven ha kourtes int, ne gomzont ket diwar-benn se, damantiñ a reont din met ne c'hallont ket trec'hiñ pelloc'h warne o-unan ha peogwir ne c'hallont ket komz eus an afer e tavont. Chomet int sioul aze un toullad munutennoù en ur selaou hag-eñ ne oas ket o tont a-benn ar fin. Pep tra en aner. Erfin ez a rener ar gref en e sav goude bezañ chomet kalz pelloc'h eget na oa e-sell d'ober, kimiadiñ a ra gant ur sell a druez ouzhin, met hep gallout ober netra evit ma skoazellañ ha gant ur vadelezh digredus e chom c'hoazh ur pennad e toull an nor hag ez a kuit. Goude ma oa aet kuit e oan laouen, evel-just, rak deut e oa ma alan da vankout din. An alvokad klañv zo bet skoet gwashoc'h c'hoazh, rak dic'houest e oa an den mat, da zistagañ ur gomz p'am eus kimiadet dioutañ. Da lodenn az peus graet, sur a-walc'h, evit e beurziskar ha berraat evel-se buhez un den az peus ezhomm anezhañ. Ha ma lakat a rez, me da eontr, da c'hortoz amañ dindan ar glav - sell 'ta, pegen trempet on bremañ - ha da vezañ krignet gant an doan.«

Seizhvet pennad
   Alvokad  - Embregour - Livour

Ur beurevezh goañv - fullennoù erc'h a gouezhe er-maez e sklêrijenn divoull an deiz - e oa azezet K. en e vurev, skuizh-divi dija, daoust ma oa abredik c'hoazh. Evit en em wareziñ diouzh ar gargidi izel da vihanañ, en doa roet urzh d'ar c'homis da virout ouzh kement hini anezhe da antreal rak dalc'het e oa gant ul labour pouezus. Padal, e-lec'h labourat e stagas da weañ-diweañ e gorf war e gador, da zilec'hiañ goustadik an traoù war e daol-skrivañ, ha neuze, hep rat dezhañ, e lezas e vrec'h astennet en he hed war c'horre an daol hag e chomas difiñv en e goazez, stouet e benn gantañ.

Ar soñj eus ar prosez ne dae ket diwar e spered. Meur a wech en doa goulennet outañ e-unan hag-eñ ne vije ket mat sevel ur skrid-difenn da gas d'al lez-varn. Fellout a rae dezhañ ober ennañ un danevell verr eus e vuhez, displegañ pe emzalc'h en doa bet da geñver pep darvoud un tammig pouezus, gant pe abeg e oa bet broudet d'ober ar pezh en doa graet neuze, penaos e varne hirie e emzalc'h hag  evit pe abeg e kave dezhañ e oa bet reizh pe zireizh. Ur seurt skrid-difenn a oa hep mar ebet kalz efedusoc'h eget an difennerezh renet gant an alvokad ha na oa ket, a-hend-all, un den disi. Ne ouie ket K. petra a rae an alvokad; kalz ne oa ket a-dra-sur rak abaoe ur miz ne oa ket bet galvet da vont davetañ ha gwech ebet, da geñver an divizoù en doa bet gantañ, n'en doa soñjet K. e c'hallje an den-se ober kalz evitañ. Dreist-holl n'en doa graet, koulz lavaret, goulenn ebet outañ. Hag amañ e oa kalz a c'houlennoù d'ober. Kentañ tra d'ober oa goulenn. Santout a rae K. e c'hallje-eñ ober e-unan an holl c'houlennoù a oa ret amañ. Padal, e-lec'h ober goulennoù e rae an alvokad prezegennoù, pe e chome digomz tal-ouzh-tal gantañ, e benn stouet un tammig a-us d'an daol-skrivañ moarvat dre ma oa teñval e skouarn; a-wechoù e sache war ur guchennad vlev e-kreiz e varv hag e selle ouzh al pallenn-leur, marteze ouzh al lec'h end-eeun ma oa bet astennet K. gant Leni. A vare da vare e roe da K. kuzulioù goullo eus ar seurt a vez roet d'ar vugale. Prezegennoù didalvoud hag enoeüs ha na oa ket K. e soñj da baeañ ur gwenneg evite pa vije graet ar gont eus ar mizoù. Pa gave d'an alvokad en doa graet trawalc'h evit e izelaat, e stage ordinal d'e galonekaat un tammig. Neuze e konte dezhañ penaos en doa gounezet, pe damc'hounezet, meur a brosez heñvel ouzh e hini. Marteze ne oa ket ar prosezioù-se ken luziet ha ma oa hemañ, met gwelet diwar-c'horre e roent muioc'h a abegoù c'hoazh da zic'hoanagiñ. Ur roll eus ar prosezioù-se a oa amañ en e diretenn - lopañ a rae neuze war un diretenn bennak eus e daol-skrivañ - met siwazh ne c'halle ket diskouez dezhañ ar skridoù rak dalc'het e oa, dre berzh e garg, d'o mirout kuzh. Forzh penaos, ar skiant en doa prenet da geñver an holl brosezioù-se a oa bremañ talvoudus evit K. Evel-just en doa staget diouzhtu gant al labour, hag ar reked kentañ a oa peurskrivet. Pouezus-tre e oa, rak diwar ar skeudenn gentañ a roe an difennourien dioute o-unan e veze alies treset an hent heuliet goude gant ar prosez. Met a-wechoù, siwazh, - ret e oa dezhañ tennañ evezh K. war ar poent-se - ne veze ket lennet ar c'hentañ rekedoù kaset d'al lez-varn. Mont a raent war-eeun da fonnusaat an teuliad ha lavaret e veze neuze e oa kalz pouezusoc'h, evit ar mare, atersiñ hag evezhiañ an tamallad eget plediñ gant ar skridoù. Ouzhpennet e veze - ma tiskoueze ar prosezer re a vall - e vije ensellet ar skridoù, en o zouez ar reked kentañ evel-just, a-raok ar varn, kerkent ha ma vije dastumet ha strollet an holl deulioù. Met peurvuiañ, siwazh, ne veze ket kont evel-se: ar rekedoù kentañ a veze ordinal dianket, pe kollet da vat zoken, ha pa vezent miret betek ar fin, ne vezent lennet, hervez ar brudoù klevet gant an alvokad, nemet ral a wech. Despetus e oa, met n'eo ket hep abeg e c'hoarveze seurt traoù. Arabat e oa da K. disoñjal ne oa ket e brosez ur prosez foran, digor d'an holl; bez' e c'halle dont da vezañ foran ma kave d'al lez-varn e oa ret, met ne vez ket gourc'hemennet gant al lezenn e rank ur prosez bezañ digor d'an holl. Setu perak e chom skridoù al lez-varn, dreist-holl ar skrid-tamall, kuzhet ouzh an tamallad hag ouzh e zifennour; den ne oar eta, pe da vihanañ den ne oar en un doare resis, a-enep da betra e rank an tamallad en em zifenn en e reked kentañ, ha ma ra meneg ennañ eus un dra a-bouez evit an afer, ne c'hall bezañ nemet dre zegouezh. Rekedoù resis hag a zegas prouennoù ne c'hallont bezañ skrivet nemet diwezhatoc'h, pa vez laket war wel, e-kerzh an atersadennoù, arguzennoù ar skrid-tamall, ha pa vez sklaeroc'n an abegoù, pe pa c'hallont bezañ divinet. Neuze, evel-just, en em gav an difennourien en ur blegenn luziet ha diaes. Met se ivez a zo bet rakdivizet. Evit gwir, an difennerezh ne vez ket aotreet gant al lezenn, gouzañvet e vez hepken; ha zoken war an doare da gompren ar mellad-se eus al lezenn n'eus ket a unvaniezh: n'emañ ket an holl ali e rank an difennerezh bezañ da vihanañ gouzañvet, ha tabut a sav alies war ar poent-se. Rak-se n'eus alvokad ebet hag a vefe aotreet gant al lez-varn, hag ar re a zeu evel alvokaded dirak al lez-varn-mañ n'int e gwirionez nemet brizhalvokaded. Se, evel-just, a daol dismegañs war hor micher ha kentañ tro ma'z aio K. da vurevioù al lez-varn, e c'hallo teurel ur sell e sal an alvokaded, kement ha kaout un alberz diouti. Heuget e vo sur-mat gant ar gompagnunezh dastumet enni. Ar salig izel ha strizh laket en o c'herz a ziskouez a-walc'h pebezh fae a ra al lez-varn war an dud-se. Ne zeu sklêrijenn an deiz enni nemet dre ul lukan vihan toullet ken uhel er voger ma rank an hini a fell dezhañ teurel ur sell er-maez - diwar-goust leuniañ e fri ha duañ e zremm gant moged ar siminal savet dres dirak al lukan - klask ur c'henvreur d'ober kein dezhañ. E plañchod ar salig-se - kement ha reiñ c'hoazh ur skouer eus stad an traoù - ez eus, abaoe ur bloaz d'an nebeutañ, un toull ha n'eo ket bras a-walc'h evit ma kouezhfe un den drezañ, met bras a-walc'h koulskoude evit ma c'hallfe sankañ e c'har penn-da-benn ennañ. En eil estaj ar solier emañ sal an alvokaded; ma tegouezh eta da unan sankañ en toull, e chom e c'har a-ispilh ouzh terest an estaj kentañ, dreist a-us d'an trepas e-lec'h ma vez ar brosezerien o c'hortoz. Ne vez ket lavaret re amplik pa vez komzet, e metoù an alvokaded, eus ur stad vezhus. Ne servij da netra sevel klemm dirak ar velestradurezh, ha difennet groñs eo ouzh an alvokaded lakat kemmañ tra pe dra er sal war o mizoù o-unan. Hag evit ur seurt emzalc'h e-keñver an alvokaded, ez eus ivez un abeg mat. Klasket e vez, kement ha ma c'hall bezañ graet, reiñ lamm d'an difennourien ha lakat pep tra etre daouarn an tamallad e-unan. N'eo ket ur mennozh fall a-benn ar fin, met ur mell fazi a rafe an hini a soñjfe n'o deus an alvokaded talvoudegezh ebet evit un tamallad bet kaset amañ dirak al lez-varn. Er c'hontrol: e nep lec'h all ebet n'eus kement a ezhomm anezhe hag el lez-varn-mañ. Ar prosez, ouzhpenn ma ne vez ket digor d'an dud diavaez, a vez dalc'het kuzh ouzh an tamallad ivez. Kement ha ma c'haller hen derc'hel kuzh evel-just, met bez' e c'haller mat-tre peurvuiañ. Ne c'hall ket an tamallad ensellet skridoù al lez-varn ha diaes-tre e vez dezren eus an atersadennoù war beseurt skridoù ez int bet diazezet; diaes e vez dreist-holl evit an tamallad hag a zo perzhiad er prosez, ha dre-se untuek ha trubuilhet gant soñjoù a bep seurt hag a ziheñch e spered. Amañ end-eeun e teu an difennerezh da emellout en abadenn. An difennourien ne vezont ket aotreet da vezañ test d'an atersadennoù, ha setu ma rankont, diouzhtu goude, e toull dor ar sal-enklask mar bez posupl, goulennata an tamallad ha tennañ, eus an danevelloù luziet graet gantañ, ar pezh a c'hall bezañ laket da dalvezout evit e zifenn. Met n'eo ket se ar pep pouezusañ, rak en doare-se ne vez ket dizoloet kalz a dra, daoust ma c'hall un den barrek, amañ evel e pep lec'h, dont a-benn da c'houzout muioc'h eget ar re all. Ar pep pouezusañ eo kelc'hiad anaoudegezhioù an alvokad rak ennañ emañ talvoudegezh pennañ an difennerezh. Sur a-walc'h en doa komprenet K., diwar ar pezh en doa gwelet e-unan, ne oa ket peurvat reizhadur al lez-varn en derezioù izelañ, poblet gant implijidi difoultre ha disleal; kement-se, evel-just a zigor frailhoù e gwarezioù start al lez-varn. Hag aze en em vount an darn-vuiañ eus an alvokaded, aze e vez roet manegadoù, aze e vez spiet, hag aze, gwechall da vihanañ, e veze laeret teuliadoù. Ne c'haller ket nac'h e vez tizhet alies er mod-se, evit ur mare, disoc'hoù mat-souezhus evit an tamallad, pezh a ro d'an alvokaded vihan-se tro-gaer da fougeal ha da sachañ davete arvalien nevez, met kement-se holl ne zegas netra, pe netra vat, e dibun ar prosez. Talvoudus da vat n'eo nemet an darempredoù a vignoniezh skoulmet ez-leal gant uhelgargidi, da lâret eo uhelkargidi a renk izel, evel-just. Setu an doare nemetañ da gaout levezon war red ar prosez, ul levezon diheverz da gentañ, ha kreñvoc'h-kreñvañ da c'houde. Rouez eo evel-just an alvokaded hag a oar an doare, hag amañ en doa graet K. un dibab mat-kenañ. N'eus, moarvat, nemet un alvokad pe zaou hag a c'hallfe kaout koulz darempredoù ha Mestr Huld. Met ar re-se ne reont ket van eus ar gompagnunezh bodet e sal an alvokaded, ha n'o deus netra d'ober ganti. Startoc'h a-se eo o liammoù gant kargidi al lez-varn. Mestr Huld n'en deus ket ezhomm zoken da vont ingal d'al lez-varn d'ober ar peul e rakkambroù ar varnerien-enklasker, gant ar spi d'o gwelet o tont dre zegouezh, ha se evit tizhout, hervez o imor, un disoc'h peurvuiañ touellus, pe a-wechoù tamm disoc'h ebet. Nann 'vat, evel m'en doa gwelet K. e-unan, e teu alies kargidi, en o zouez uhelgargidi, evit reiñ dreze o-unan titouroù sklaer, pe da vihanañ aes da gompren, evit kaozeal gantañ eus dibun ar prosez, hag a-wechoù zoken e vez tu d'o c'hendrec'hiñ ha d'o lakat da zegemer mennozhioù estren. War ar poent diwezhañ-mañ, avat, arabat kaout re a fiziañs enne, rak goude bezañ displeget o mennozhioù nevez ha diskouezet bezañ a-du gant an difennour, ez aint marteze rag-eeun d'o burev evit sevel, a-benn an deiz war-lerc'h, ur skrid-barn ma lavarint ennañ ar c'hontrol-mik eus ar pezh o doa displeget, en ur ezteurel e-keñver an tamallad mennozhioù kalz garvoc'h marteze eget o mennozhioù kentañ, bet dilezet a-grenn gante, hervez m'o doa lavaret. A-enep seurt doareoù n'eus difenn ebet evel-just rak ar pezh o deus lavaret e-pad un diviz penn-ouzh-penn, a zo bet lavaret d'un den hepken ha ne c'hall ket, eta, bezañ laket da dalvezout dirak an holl, goude ma n'o dije ket an difennourien mil abeg d'ober o seizh gwellañ evit chom e gras an aotrounez. A-hend-all, ma'z a an aotrounez e darempred gant an difennourien - gant ar re varrek evel-just - ne reont ket se dre vadelezh pe vignoniezh hepken, met kentoc'h dre m'o deus ezhomm bras anezhe. Amañ e teu war wel gwanderioù ur reizhadur-barn diazezet-start, abaoe ar penn kentañ, war ur varnerezh kuzh. Mankout a ra d'ar gargidi an darempredoù gant ar boblañs; barrek e tiskouezont bezañ er prosezioù ordinal ha boutin, rak ar prosezioù-se a ya war-raok dreze o-unan, koulz lavaret, ha n'eus ken ezhomm nemet da lakat un tammig lusk enne gwech ha tro; met e-keñver ar prosezioù aes hag eeun, pe er c'hontrol diaes ha luziet, en em gavont alies dibourvez, rak sanket evel ma vezont noz-deiz en o lezennoù, n'ouzont tamm ebet an doare da dremen diouzh an dud ha se a ra diouer bras dezhe e seurt prosezioù. Neuze e teuont da c'houlenn e ali digant an alvokad, heuliet gant ur c'homis o tougen an teulioù dalc'het ken kuzh a-hend-all. Er prenestr-mañ e vije bet tu da welet kalz aotrounez, eus ar re a vijed bet an nebeutañ engortoz da gavout amañ, o teurel selloù mantret war ar straed, tra ma oa an alvokad o studiañ an teulioù ouzh e daol-skrivañ a-benn gallout reiñ dezhe un ali mat. E seurt degouezhioù end-eeun e c'haller gwelet pebezh preder a gemer an aotrounez gant o micher hag e pebezh dizesper e kouezhont p'en em gavont dirak skoilhoù n'int ket gouest, dre o natur, da vont dreiste. O stad n'eo ket aes forzh penaos, ha ne zlefed ket ober gaou oute dre soñjal e vefe aes. Diniver eo an derezioù e skeul-renk al lez-varn ha zoken ar re a zo e-barzh ar jeu ne welont ket sklaer enni. Ar prosezioù dirak al lezioù-barn a vez peurvuiañ dalc'het kuzh ouzh ar gargidi izel; rak-se ne c'hall ket ar re-mañ heuliañ penn-da-benn dibun hag emdroadur an aferioù o devez da blediñ gante; alies en em ziskouez an afer dirak o daoulagad hep ma ouifent eus pelec'h e teu, hag e kendalc'h gant he hent hep ma teufent da c'houzout war-du pelec'h. Ar c'hentelioù a c'haller tennañ diwar studiañ pep tennad eus ar prosez, ar varnadenn hag arguzennoù ar barner, a ra diouer d'ar gargidi-se. N'o deus aotre da blediñ nemet gant al lodenn eus ar prosez merket dezhe gant al lezenn hag evit ar pezh a sell ouzh ar peurrest, da lavaret eo ouzh disoc'hoù o labour, e ouzont peurvuiañ nebeutoc'h eget an difennourien hag a chom, diouzh reol, e darempred gant an tamallad tost betek dibenn ar prosez. War ar poent-se ivez e c'hallont deskiñ traoù talvoudus digant an difennourien. Ma soñj K. e kement-se holl, daoust hag-eñ e c'hall bezañ souezhet gant imor fall ar gargidi hag a gomz a-wechoù ouzh ar brosezerien - pep hini hen desk diwar e goust - en un doare dismegañsus? Imoret-fall eo an holl gargidi, zoken pa seblantont bezañ sioul. An alvokaded vihan, evel-just, o devez  kalz da c'houzañv diwar-se. Kontet e vez, da skouer, un istor, hag a zo liv ar wirionez warni: Ur c'hargiad kozh, un aotrou madelezhus ha sioul, en doa studiet dizehan, e-pad un devezh hag un nozvezh, un afer hag a oa bet luziet un tamm mat dre rekedoù an alvokaded - e gwirionez, ar gargidi-se zo douget d'al labour muioc'h eget n'eus forzh piv. Pa zeuas ar beure, goude bezañ graet e-pad peder eurvezh warn-ugent ul labour difrouezh a-walc'h, ez eas betek an nor, en em lakas war-c'hed, hag e skoas da draoñ ar skalier kement alvokad a glaske antreal. En em vodañ a reas an alvokaded war ar pondalez en traoñ evit kuzuliañ diwar-benn ar pezh a oa d'ober. Diouzh un tu n'o doa gwir ebet da vezañ lezet da vont e-barzh; rak-se ne c'hallent ket klemm a-enep ar c'hargiad, ha ret e oa dezhe ivez, evel meneget endeo, diwall da sachañ warne fulor ar gargidi. Diouzh an tu all, kement devezh na dremenont ket el lez-varn zo evite un devezh kollet, rak-se e oa pouezus-bras evite mont e-barzh. A-benn ar fin e voe divizet gante lakat an aotrou kozh da skuizhañ. A vare da vare e pigne un alvokad d'ar red gant ar skalier, ha goude bezañ enebet un tammig, hep kemer re a boan koulskoude, e veze skoet d'an traoñ ha dastumet aze gant e genvreudeur. War-dro un eurvezh e padas an abadenn; neuze e teuas an aotrou kozh, faezhet dija gant e labour-noz, da vezañ skuizh-marv hag e tistroas en e vurev. Ar re a oa en traoñ a chomas diskredik da gentañ, ha setu ma voe kaset unan anezhe da welet ha ne oa den ebet a-drek an nor. Neuze hepken ez ejont tre, moarvat hep krediñ zoken grozmolat. Rak an alvokaded - betek an disterañ anezhe a c'hall kaout ur gwel, pe da vihanañ un damwel eus stad an traoù - ne zeu morse ar soñj dezhe da zegas, na da c'houlenn e vefe degaset gwellaennoù el lez-varn; en enep - ha se zo arouezius-tre - e krog an darn-vuiañ eus an damallidi, en o zouez tud eeunik-tre, d'ober kinnigoù evit gwellaat tra pe dra kerkent ha ma vez boulc'het o frosez; evel-se e kollont amzer hag e tispignont nerzhioù hag a c'hallfent implijout kalz gwelloc'h evit traoù all. N'eus nemet un dra d'ober: tremen gant ar pezh a zo. Ha goude ma vije tu da wellaat munudoù zo - pezh a zo ur gredenn diskiant - ne zeufe dre se cheñchamant ebet, nemet marteze en aferioù da zont, hag an hini a zegasfe ur wellaenn a rafe ur gaou spontus outañ e-unan rak sachañ a rafe warnañ evezh ar gargidi bepred leun a zroukrañs. Diwallit da sachañ an evezh warnoc'h! Chomit sioul, ha pa vefe en desped deoc'h! Klaskit ivez kompren emañ ar mell aozadur lezvarnel-se dalc'hmat a-ispilh, koulz lâret, hag an hini a cheñch un dra bennak en e blas-eñ a sach e-unan an douar a-zindan e dreid, ha ma tap ul lamm e c'hall an aozadur bras talañ hep poan ouzh an diaester-se ha kavout e lec'h all - staget eo pep tra an eil ouzh egile - unan bennak da lakat en e blas; ha setu ma chom an aozadur digemm, pa ne zeu ket da vezañ - pezh a c'hall a-walc'h c'hoarvezout - kalz strishoc'h, kalz evezhiekoc'h, kalz reutoc'h ha kalz droukoc'h c'hoazh. Dav eo eta lezel al labour gant an alvokad e-lec'h luziañ an traoù. Ne servij ket kalz ober rebechoù, dreist-holl pa n'haller ket displegañ sklaer ar perag anezhe; koulskoude e vefe ret lavaret pebezh gaou en doa graet K. ouzh e afer  dre e emzalc'h e-keñver rener ar gref. Kenkoulz e vefe bremañ diverkañ an den galloudek-se eus roll an dud a c'haller goulenn digante ober un dra bennak evit K., rak kerkent ha ma vez damveneget ar prosez, e kemer un neuz diseblant hag e ra skouarn vouzar. E meur a geñver emañ ar gargidi evel bugale. Alies e vezont ken feuket gant fazioù dister - ha fazi K. n'eo ket siwazh unan dister - ma ne gaozeont ket mui ouzh mignoned kozh, ma troont kein dezhe pa gejont gante ha ma klaskont ober noaz oute e kement stumm a zo. Met neuze, tra souezhus, e c'haller o lakat da c'hoarzhin hep abeg gant ur bourd bennak ha na greder distagañ nemet dre ma seblant pep tra bezañ kollet da vat, ha setu-int war o zu mat adarre. Aes ha diaes war un dro eo tremen dioute, n'eus reolenn ebet koulz lâret. Estonet e vezer a-wechoù o soñjal e c'haller, e-pad ur vuhez-den hepken, dont a-benn da gompren trawalc'h evit labourat amañ gant berzh. Evel-just, anaout a ra pep hini eurvezhioù teñval ma soñj dezhañ n'en deus tizhet netra, ma hañval dezhañ n'eo aet da bennvat nemet ar prosezioù tonket, adal an deroù, da vont da bennvat hep skoazell, tra ma'z eo bet kollet ar re all en desped d'an holl zifraeoù, d'an holl boan, d'an holl daolioù-berzh bihan hag a oa bet ket plijus. Seblantout a ra neuze n'eus mui netra asur, hag unan a vefe graet outañ goulennoù resis o fal, ne gredfe ket nac'h zoken ez eus bet diheñchet, dre ar skoazell end-eeun, meur a brosez hag a oa da gentañ war an hent mat. Un doare emfiziañs a vez diskouezet amañ ivez, met se eo  an dra nemetañ hag a chom c'hoazh. Gant seurt barradoù - rak barradoù n'int ken evel-just - e vez skoet an alvokaded dreist-holl pa vez tennet trumm digante ur prosez hag o doa kaset war-raok gant berzh e-pad pell amzer. Kement-se eo gwashañ tra a c'hall c'hoarvezout gant un alvokad. N'eo ket avat an tamallad a denn ar prosez digantañ, kement-se ne c'hoarvez morse, rak goude bezañ kemeret un alvokad e rank an tamallad chom gantañ, kousto pe gousto. Penaos e c'hallfe en em zibab e-unan goude bezañ bet skoazellet? Se, eta, ne c'hoarvez morse, met a-wechoù e c'hall ar prosez kemer un hent berzet ouzh an alvokad. Neuze e vez tennet ar prosez, an tamallad, ha kement zo digant an alvokad hag ar gwellañ darempredoù gant ar gargidi ne dalvezont netra dezhañ, rak ar re-mañ n'ouzont mann ebet. Erru eo ar prosez en ur poent ma ne vez mui aotreet an disterañ skoazell, ur poent ma vez fiziet al labour e lezioù-barn diziraez ma chom an tamallad er-maez eus tachenn an alvokad. Ha setu ma teu un deiz d'ar gêr ha ma kav war e daol an holl rekedoù skrivet gant kement a aked ha kaset gant kement a c'hoanag; ampellet int bet ha peogwir ne c'hallont ket bezañ implijet er rann nevez eus ar prosez, n'int nemet paperachoù didalvez. N'eo ket c'hoazh kollet ar prosez evit kelo-se, da vihanañ n'eus abeg ebet da soñjal e vefe kollet, nemet ne ouzer mui netra diwar-benn an afer ha ne vo mui klevet keloù diouti. Kement-se, dre eurvad, ne c'hoarvez nemet ral a wech, ha ma tlefe c'hoarvezout ivez gant prosez K., e oa pell, da vihanañ evit ar mare, da vezañ en ur seurt plegenn. Tro-gaer en doa c'hoazh an alvokad d'ober e labour, ha K. a c'halle bezañ sur ne c'hwitje ket d'hen ober. Evel lavaret, ne oa ket bet kaset ar reked d'al lez-varn, met ne oa tamm mall ebet; kalz pouezusoc'h e oa ar rakdivizoù gant kargidi c'halloudus, met se a oa graet dija. Berzh-diverzh, ret e oa hen anzav didroidell. Gwelloc'h e oa, evit ar mare, derc'hel kuzh munudoù ha na c'hallent nemet gwall-levezoniñ K. hag e lakat da vagañ re a c'hoanag pe re a zoan; trawalc'h e oa lavaret kement-mañ: hiniennoù o doa distaget komzoù kalonekaus ha diskouezet sklaer o youl da skoazellañ, tra m'o doa graet reoù all kaozeadennoù hag a roe nebeutoc'h a spi, met hep nac'h koulskoude reiñ o skoazell. An disoc'h, dre vras, a oa konfortus-tre, met arabat dezren tra pe dra dioutañ, rak deraouiñ a ra an holl rakdivizoù en hevelep doare ha n'eo nemet emdroadur an afer hag a ziskouez da betra o deus talvezet. Forzh penaos, ne oa netra kollet evit c'hoazh ha ma teujed a-benn, en desped da bep tra, da c'hounit rener ar gref - graet e oa bet difraeoù a bep seurt evit tizhout ar pal-se -, neuze e vije digontammet ar gouli evel ma lavar ar surjianed hag e c'halljed gortoz gant fiziañs ar pezh a oa da zont.

Ne skuizhe ket an alvokad oc'h ober seurt prezegennoù. Da bep emgav ez adstage gante. Dalc'hmat e veze graet kammedoù war-raok, met morse ne c'halle bezañ lavaret e pe zoare. Labouret e veze dizehan war ar c'hentañ reked, met hemañ a chome diechu hag an dale a veze alies gwelet, en emgav da heul, evel un taol-chañs, rak an deizioù tremenet - pezh na c'halle den rakwelet - a vije bet ur mare fall-kenañ evit hen kas d'al lez-varn. Pa lavare K., faezhet gant ar prezegennoù, ez ae e afer re c'horrek war-raok, zoken pa veze laket an holl ziaesterioù e penn-kont, e veze respontet dezhañ ne oa ket gwir, met buanoc'h e vije aet war-raok m'en dije klasket skoazell an alvokad e koulz hag e kentel. C'hwitet en doa siwazh d'hen ober ha diwar-se e savje c'hoazh kudennoù estreget ar re degaset gant an dale.

An troc'h madelezhus nemetañ en emgavioù-se a veze graet gant Leni hag a ouie en em zibab evit degas ur bannac'h te d'an alvokad pa veze K. gantañ. En he sav a-drek K., e rae van da sellet ouzh an alvokad, stouet war-du e dasenn gant un neuz lontek, o tiskenn e vannac'h te hag oc'h evañ anezhañ, hag e leze K. da gregiñ dre guzh en he dorn. Neuze e rene ar brasañ sioulder. An alvokad a eve, K. a starde dorn Leni, ha Leni a grede a-wechoù flourañ dousik blev K. »Emaout c'hoazh amañ?« a lavare an alvokad, pa veze echu gantañ evañ. »Fellout a rae din kas ganin al listri«, a lavare Leni; ur stardadenn zorn diwezhañ a veze graet, ha goude bezañ torchet e c'henoù en em lake an alvokad, savet dezhañ un nerzh nevez, da derriñ e benn da K. gant e brezegenn.

Ha klask a rae an alvokad e frealziñ pe e zigalonekaat? Ne oa ket K. evit gouzout, met sur e oa koulskoude ne oa ket e zifenn etre daouarn un den barrek. Kement tra a lavare an alvokad a c'halle bezañ gwir, daoust ma oa sklaer e klaske en em lakat en a-raok, ha biskoazh, marteze, n'en doa pledet gant un afer ken pouezus ha ma oa, d'e soñj, prosez K. Disfiziañs a oa ivez da gaout war e zarempredoù gant ar gargidi hag a zeue bepred war an tabier. Ha tennet e veze gounid dioute evit mad K. nemetken? An alvokad ne vanke morse da venegiñ e oa anezhe kargidi izel, da lâret eo kargidi dindan veli ar re uheloc'h, hag ur c'hemm bennak e red ar prosezioù a c'halle bezañ pouezus evite ha reiñ dezhe an tu da sevel e renk. Hag implijout a raent marteze an alvokad evit lakat an traoù da dreiñ en un doare bepred noazus d'an tamallad? Marteze ne raent ket kement-se e pep prosez, nann, ne oa ket da grediñ, hag e prosezioù zo e lezent sur a-walc'h an alvokad da dennañ splet eus ar servijoù en doa rentet, rak lakat a raent sur-mat o freder da virout dezhañ e vrud vat. Hogen, ma tremene an traoù evel-se, e pe zoare e c'halljent neuze emellout e prosez K. hag a oa, gouez d'an alvokad, ur prosez diaes ha dre-se pouezus-bras, ur prosez hag en doa sachet kalz a evezh warnañ el lez-varn abaoe an deroù. Ar pezh a rajent a seblante anat. En em ziskouez a rae dija petra a c'hoarvezje, rak ar reked kentañ ne oa ket bet kaset c'hoazh d'al lez-varn daoust ma oa ar prosez o ren abaoe mizioù, met se ne vire ket ouzh an alvokad da lavaret e oa a-vec'h boulc'het, pezh a oa un doare dispar da vorzañ spered an tamallad ha d'e zerc'hel dizifenn evit bountañ trumm warnañ ar varnadenn, pe da vihanañ ar c'heloù e vije kaset d'ar velestradurezh uhelañ ar rentañ-kont eus an enklask troet da fall evitañ.

Ret-groñs e oa da K. emellout e-unan. Dres p'en em sante skuizh-marv, evel er beurevezh-goañv-mañ, pa droidelle ar soñjoù en e benn en desped d'e youl, e teue da vezañ sklaer dezhañ ne c'halle ket ober mod all. An dispriz en doa bet ur wech evit ar prosez a oa steuziet. Aes e vije bet dezhañ ober fae war ar prosez ma vije bet hep kar na par war an tamm douar-mañ, met neuze, a-dra-sur, ne vije ket bet eus ar prosez. Bremañ e oa bet stlejet gant e eontr da di an alvokad ha dav e oa dezhañ derc'hel kont eus e familh; e vuhez ne oa ket mui dizalc'h penn-da-benn diouzh dibun ar prosez; eñ e-unan a oa bet dievezh a-walc'h da venegiñ ar prosez, gant un doare plijadur digomprenus, dirak tud eus e anaoudegezh; ha tud all, ne ouie den dre be zegouezh, o doa klevet komz dioutañ; e zarempredoù kemm-digemm gant an dimezell Bürstner a seblante heuliañ red ar prosez - e berr gomzoù ne c'halle ket mui dibab etre asantiñ d'ar prosez hag hen disteurel, tapet e oa e-barzh ha ret e oa dezhañ en em zifenn. Ha ma oa skuizh, gwazh a-se evitañ.

Evit ar mare n'en doa abeg ebet d'en em chalañ betek re.  Er bank en doa gouezet tizhout e berr amzer ar renk uhel a oa e hini, derc'hel ar renk-se ha bezañ doujet gant an holl; bremañ e oa trawalc'h dezhañ gouestlañ d'e brosez un tammig eus an ampartiz implijet gantañ evit ober e dreuz er bank hag hep mar ebet e vije kaset an afer da bennvat. Ret e oa dreist-holl, evit kaout un disoc'h, argas diouzhtu diwar e spered ar soñj eus ur mank bennak. Ne oa mank ebet amañ. Ar prosez ne oa nemet un afer vras evel ar re en doa kaset alies da benn evit mad ar bank, un afer hag a zegase ganti, evel ma c'hoarvez peurliesañ, riskloù a bep seurt hag a ranke bezañ diarbennet. Met evit tizhout e bal, e oa arabat dezhañ lezel an disterañ soñj eus ur mank da dreiñ en e benn; ret e oa dezhañ, er c'hontrol, soñjal en e vad ha derc'hel start d'ar soñj-se. Hag e-skeud-se e oa ret-groñs ivez reiñ an digouvi d'an alvokad hep dale, en abardaez-mañ end-eeun mar beze gallet. Ur seurt emzalc'h, hervez ar pezh a veze kontet, a oa mezhus ha marteze dismegañsus-meurbet, met ne oa ket K. evit gouzañv e teuje e strivoù da vezañ difrouezh abalamour d'ar skoilhoù bet laket dezhañ war e hent, marteze a-walc'h gant e alvokad e-unan. Ur wech disammet diouzh an alvokad, e vije ret dezhañ kas ar reked d'al lez-varn ha mont bemdez d'ober gwask war ar re karget d'hen degemer evit ma vije dalc'het kont dioutañ. Evel-just ne vije ket trawalc'h da K. mont da azezañ en trepas evel ar re all ha lakat e dog dindan ar bank. Eñ e-unan, pe ar merc'hed, pe kannaded all a ranke mont bemdez-c'houloù war dro ar gargidi evit o rediañ da vont da azezañ ouzh o zaol-skrivañ ha da studiañ reked K. e-lec'h arvestiñ ouzh an trepas dre ar gael. Arabat e oa paouez gant ar strivoù, ret e oa renkañ, urzhiañ, evezhiañ pep tra, hag evel-se, evit ur wech, he dije al lez-varn da dalañ ouzh un tamallad gouest da zifenn e wirioù.

Met daoust d'ar fiziañs en doa K. da gas kement-se holl da benn, en em sante gwasket pa soñje pegen diaes e oa sevel ur reked. Ur wech, er sizhun all, en doa bet mezh o soñjal e c'hallje bezañ rediet da skrivañ e-unan ur seurt reked; n'en doa ket soñjet avat e c'hallje bezañ ivez un dra diaes. Dont a reas da goun dezhañ penaos en doa, ur beurevezh ma oa sammet gant al labour, lezet a-daol-trumm pep tra a-gostez, ha tapet krog en ur c'harnedig evit klask ober ur raktres eus ur seurt reked gant ar soñj d'hen reiñ marteze d'an amparfal a alvokad-se; dres d'an ampoent e oa bet digoret dor burev ar renerezh, hag antreet e oa an eilrener en ur c'hoarzhin leizh e c'henoù. Nec'het-bras e oa bet K. daoust ma n'en doa ket c'hoarzhet an eilrener abalamour d'ar reked, evel-just, pa ne ouie mann ebet dioutañ, met diwar-benn ur fentigell a oa o paouez klevet en ti-yalc'h, ur fentigell a oa ezhomm eus un dresadenn evit he c'hompren; neuze, stouet a-us da daol-skrivañ K., ha gant ar c'hreion en doa tennet diouzh dorn K., en doa graet an eilrener an dresadenn-se war ar c'harnedig gouestlet d'ar reked. Hirie en doa disoñjet K. e gorfad mezh; ar reked a ranke bezañ skrivet. Ma ne gave ket amzer d'ober al labour-se er burev, pezh a oa gwirheñvel, e rankje hen ober er gêr e-pad an noz. Ha ma ne vije ket trawalc'h gant an nozvezhioù, e vije ret dezhañ kemer devezhioù koñje. Arabat e oa chom hanter-hent, se a oa - n'eo ket hepken en aferioù met bepred hag e pep lec'h - ar brasañ sotoni a oa tu d'ober. Ar reked a c'houlenne ul labour divent. Ne oa ket ret bezañ aonik dre natur evit dont da grediñ ne vije morse peurskrivet. N'eo ket dre ziegi pe dre fallentez, rak an abegoù-se ne dalvezent nemet evit an alvokad, met abalamour ma ranke K. - dre ma ne ouie netra a-zivout ar skrid-tamall hag an heuliadoù anezhañ - adkounaat, danevelliñ hag adwelet e kement stumm a oa, an disterañ traoù graet gantañ hag an disterañ darvoudoù c'hoarvezet en e vuhez. Na pegen trist e oa al labour-se. Mat e vije marteze, ur wech erru mare al leve, evit abuziñ e spered kouezhet en e vugaleaj ha reiñ tro dezhañ da uzañ e zevezhioù re hir. Met bremañ, p'en doa K. ezhomm da lakat e holl breder gant e labour, pa'z ae pep eurvezh buan-buan e-biou dre ma oa o sevel e skeul ar renkadoù ha krog dija da lakat an eilrener en arvar, p'en doa c'hoant d'en em ziduiñ evel pep den yaouank e-pad an abardaevezhioù hag an nozvezhioù berr, bremañ end-eeun e ranke skrivañ ar reked-se. Ur wech c'hoazh e oa troet e soñjezonoù e klemmadennoù. Hogozik hep gouzout dezhañ, mann nemet evit troc'hañ berr, e klaskas gant e viz nozelenn ar c'hloc'hig-tredan a sone er rakkambr. En ur bouezañ warni e sellas ouzh an horolaj. Unnek eur e oa, div eurvezh oa aet e-biou, amzer hir ha prizius tremenet gantañ o rambreal, hag evel-just e oa skuishoc'h c'hoazh eget a-raok. An amzer-se avat ne oa ket bet kollet rak graet en doa e vennozh hag ar soñjoù a oa deut dezhañ a c'halle bezañ talvoudus. Ar gomised a zegasas dezhañ, ouzhpenn al lizhiri, kartennoù-bizit daou aotrou hag a oa ouzh e c'hortoz abaoe pell. Pratikoù d'ar bank e oant, arvalien a-bouez bras ha na zlejent ket, war zigarez ebet, bezañ bet laket da c'hortoz. Perak e teuent d'un eur ken amzere? ha perak - se a seblante goulenn an aotrounez a-drek an nor serret - e implije K., hag eñ ken troet da labourat, ar gwellañ eurvezhioù labour evit plediñ gant e aferioù prevez? Skuizh diwar ar pezh a oa c'hoarvezet, ha skuizh o c'hortoz ar pezh a oa da c'hoarvezout ez eas K. en e sav evit degemer an hini kentañ.

Un aotrou bihan ha drant, anezhañ un embregour anavezet mat gant K., a antreas. Mantret e oa, emezañ, o welet e tirenke K. diwar ul labour pouezus, ha mantret e oa K. ivez o welet e oa bet ret d'an embregour gortoz keid-all. E gomzoù avat, distaget gant un ton-mouezh fals, a seblante dont eus ur mekanik ha ma ne vije ket bet dalc'het an embregour ken start gant e afer, en dije a-dra-sur merzet un dra bennak. E-lec'h se, e tennas gant hast fakturennoù ha taolennoù eus e holl c'hodelloù, e astennas anezhe dirak K., e roas un nebeud displegadennoù dezhañ, e reizhas ur fazi jediñ a oa o paouez merzout en ur vraswiriañ ar c'hontoù, e tegasas soñj da K. eus ur marc'had damheñvel graet etreze ur bloaz a-raok hag e lavaras dezhañ e oa en dro-mañ ur bank all war ar renk, prest d'ober ar brasañ dilezioù evit ma'z aje ar marc'had gantañ. Tevel a reas a-benn ar fin evit klevet petra a soñje K. eus se. Da gentañ en doa heuliet K. komzoù an embregour gant aked, ha dedennet e oa bet ivez gant ar marc'had pouezus-se, evit nebeut amzer siwazh, rak dizale e paouezas da selaou ha ne reas mui nemet hejañ e benn da gement estlammadenn drouzus laosket gant an embregour; met a-benn ar fin e paouezas ivez da hejañ e benn hag e chomas da arvestiñ ouzh ar penn moal stouet war ar paperioù, en ur c'houlenn outañ e-unan pegoulz e komprenje an embregour pegen aner e oa e brezegenn. Pa davas hemañ e soñjas K. ne oa chomet sioul nemet evit reiñ dezhañ an tu da anzav ne oa ket gouest da selaou. Met kompren a reas gant kerse, o welet sell evezhiek an embregour hag a ziskoueze gortoz e arguzennoù, e oa ret-mat kenderc'hel gant an diviz diwar-benn ar marc'had. Stouiñ a reas neuze e benn evel pa vije bet roet un urzh dezhañ hag e lakas e greion da redek goustadik war ar paper; gwech an amzer e rae un ehan hag e selle pizh ouzh ur sifr. Sonjal a rae an embregour e kave abeg e tra pe dra, marteze ne oa ket peurreizh ar sifroù, marteze ne c'hallent ket bezañ kemeret da ziazez, ha setu ma c'holoas an embregour ar paperioù gant e zorn ha ma krogas da addisplegañ dre vras an afer, en ur dostaat stok-stok ouzh K. »N'eo ket aes«, eme K. en ur stardañ e vuzelloù; ha dre ma oa kuzhet ar paperioù a oa an dra sklaer nemetañ, en em lezas da ziflakañ dinerzh ouzh brenk e gador. A-vec'h zoken ma savas e zaoulagad pa zigoras dor burev ar renerezh ha p'en em ziskouezas, difraezh evel a-drek ur ouel damvoull, an eilrener. Ne soñjas ket K. pelloc'h en dra-se, ne welas nemet e efedoù hag a oa plijus evitañ. Rak diouzhtu en em strinkas an embregerour diwar e gador hag e kerzhas buan war-du an eilrener; ha c'hoant a-walc'h en dije bet K. d'e lakat da gerzhout dek gwech buanoc'h c'hoazh, rak aon en doa e c'hallje an eilrener steuziañ adarre. N'en doa ket ezhomm da gaout aon rak an daou aotrou a gejas an eil gant egile, a stardas an dorn an eil d'egile hag a yeas a-gevret etrezek taol-skrivañ K. Ne oa ket ar melestrour gwall zedennet gant an afer, a glemmas an embregour en ur ziskouez K. hag a stouas adarre e benn war-du e baperioù dindan selloù an eilrener. P'en em harpas an daou zen ouzh e daol-skrivañ ha pa stagas an embregour da gomz ouzh an eilrener evit e c'hounit d'e vennad, e seblantas da K. gwelet a-us dezhañ daou zen dreist-ment o tivizout diwar e benn. Goustad ha dre guzh e troas e zaoulagad d'an nec'h evit klask gouzout petra oa o c'hoarvezout; neuze e tapas diwar e daol-skrivañ unan eus ar follennoù paper hag hep teurel ur sell warni, e lakas anezhi war balv e zorn hag e savas anezhi tamm-ha-tamm war-du an aotrounez en ur vont e-unan en e sav. Ne soñje ket en un dra resis, ne rae nemet ar pezh a vije ret dezhañ ober, hervez e gredenn, pa vije peurechuet ar reked bras hag a zlee e zidamall penn-da-benn. An eilrener hag a gemere perzh en diviz gant kalz a aked, a daolas un damsell war ar follenn baper hep braslenn zoken ar pezh a oa skrivet warni, rak ar pezh a oa pouezus evit ar melestrour a oa dibouez evitañ, ha goude bezañ kemeret anezhi eus dorn K. en ur lavaret: »Trugarez, gouzout a ran pep tra« ez adlakas anezhi war an daol tra ma selle K. a-dreuz outañ, c'hwerv an tamm anezhañ. Ne verzas ket an eilrener selloù K. pe, ma verzas anezhe, e voe sur a-walc'h laouenaet gante; alies e tirolle da c'hoarzhin hag ur wech, gant ur respont prim ha didro, e lakas an embregour diaes-meurbet, met diouzhtu ez adlakas anezhañ en e aez gant ur evezhiadenn diwar e benn e-unan; erfin e pedas anezhañ da vont gantañ en e vurev evit kas o diviz da benn. »Un afer a-bouez bras eo«, emezañ d'an embregour, »hen kompren a ran mat. Hag an aotrou Melestrour« - gant ar gerioù-mañ zoken ne gomze nemet ouzh an embregour - »a vo sur a-walc'h gras gantañ bezañ disammet diouti. Ret eo prederiañ e peoc'h war an afer-se. Hag eñ, war a seblant, a zo foulet hirie gant al labour ha tud all zo ivez ouzh e c'hortoz er rakkambr abaoe eurvezhioù. Mestr a-walc'h e voe K. warnañ e-unan evit treiñ kein d'an eilrener hag ober, ouzh an embregour hepken, ur mousc'hoarzh hegarat met glas un tamm, hep klask emellout en o c'haoz; gant e zaou zorn en em harpas ouzh an daol-skrivañ, e gorf stouet un tammig war-raok evel ur c'homis a-drek e daol-kont hag e sellas ouzh an daou aotrou o tastum ar paperioù hep paouez da gaozeal, hag o vont tre e burev ar renerezh. E toull an nor e troas an embregour e benn en ur lavaret ne gimiade ket c'hoazh, rak dont a raje evel-just da gemenn d'an aotrou Melestrour disoc'h an diviz, hag ur gemennadenn all en doa ivez d'ober dezhañ.

A-benn ar fin e oa K. e-unan. Ne oa ket e-sell da lezel unan bennak all da zont d'e gaout hag en un doare dispis e oa plijet o soñjal e krede d'an holl e oa c'hoazh o tivizout gant an embregour, rak evel-se bepred ne zeuje den ebet, na zoken ar c'homis, en e vurev. Mont a reas betek ar prenestr, azezañ war an aspled, ha gant un dorn kroget en dornell e sellas ouzh ar blasenn en traoñ. An erc'h a oa bepred o kouezhañ, an amzer ne oa ket sklaeraet c'hoazh.

E-pad pell e chomas evel-se, hep gouzout re vat gant petra e oa nec'het; gwech an amzer, un tammig spontet, e taole ur sell dreist e skoaz war-du dor ar rakkambr, rak krediñ a rae dezhañ bezañ klevet un trouz bennak o tont alese. Met o vezañ na zeue den ebet, e sioulaas, ez eas betek an daol-emwalc'hiñ, en em freskaas gant dour yen hag e tistroas d'e blas e toull ar prenestr, e benn diboaniet un tamm. E vennad d'en em zifenn e-unan a oa diaesoc'h da seveniñ eget n'en doa soñjet da zigentañ. Keit ha m'en doa laket e zifenn war choug an alvokad, n'en doa ket bet kalz d'ober gant ar prosez; sellet en doa outañ eus a-bell hep bezañ e-unan e-barzh ar jeu; gallout a rae, pa zeue c'hoant dezhañ, gouzout penaos e oa kont gant e afer, ha gallout a rae ivez en em dennañ war-dreñv pa gare. Met bremañ, pa venne plediñ e-unan gant e zifenn, e rankje - evit ar mare da vihanañ - en em lakat penn-kil-ha-troad e kraban al lez-varn. Ma teuje a-benn eus e daol, ez adkavje e frankiz ur wech evit mat, met a-benn tizhout ar pal-se e rankje talañ, e-pad ur pennad pa ne ve ken, ouzh dañjerioù kalz brasoc'h eget ar re en doa anavezet betek-henn. M'en dije bet an disterañ douetañs war an dra-se, e vije bet trawalc'h dezhañ soñjal en emgav en doa bet hirie gant an eilrener hag an embregour evit bezañ kendrec'het. E pe stuz e oa en em gavet aze, badaouet-holl diwar e vennad d'en em zifenn e-unan? Ha penaos e vije kont diwezhatoc'h? Petore devezhioù a oa dirakañ? Ha kavout a raje an hent a gase, dre vesk an holl ziaesterioù, d'un disoc'h mat? Evit prientiñ aketus e zifenn - diskiant e vefe ober a-hend-all - daoust hag-eñ ne vije ket ret dezhañ en em wareziñ, kement ha ma c'hallje, diouzh pep tra all? Dont a raje a-benn eus e daol? Ha penaos ober er bank? Ne soñje ket hepken er reked hag a c'hallje, marteze, skrivañ e-pad e zevezhioù koñje - daoust ma kave gwall arvarus goulenn devezhioù koñje bremañ end-eeun -, soñjal a rae er prosez a-bezh, ur prosez na ouie den pegoulz e vije echuet. Na pebezh skoilh a oa bet laket a-daol-trumm war hent K.!

Ha bremañ e ranke labourat evit ar bank? Teurel a reas ur sell war e daol-skrivañ. Bremañ e ranke gervel arvalien davetañ ha divizout gante? E-pad ma oa e brosez o ren, e-pad ma oa kargidi al lez-varn, du-hont er solier, oc'h ensellet skridoù e brozez e ranke-eñ ober war-dro aferioù ar bank? Daoust ha ne oa ket se un doare jahinerezh stag ouzh ar prosez hag o tont d'e heul gant asant al lez-varn? Ha dalc'het e vije kont, pa vije barnet e labour er bank, eus ar blegenn divoas ma oa enni? Ar soñj-se ne zeuje morse da zen. E brosez ne oa ket un dra dianavez a-grenn, daoust ma vije bet diaes lavaret piv a ouie dioutañ, ha petra a oa bet klevet. Emichañs, ne oa ket aet ar brud betek an eilrener, rak hemañ a vije bet gwelet dija o tennañ e vad diouzh an degouezh-se evit mont a-enep K. hep an disterañ santimant a geneiliezh hag a gendruez. Hag ar rener? Troet-mat e oa hemañ gant K. ha klasket en dije sur a-walc'h aesaat an traoù dezhañ kerkent ha m'en dije klevet anv eus ar prosez, met ne oa ket da grediñ e vije deut a-benn, rak dre ma oa gwanoc'h bremañ ar c'hempouez en doa bet betek neuze a-drugarez da K., ez en em gave mui-ouzh-mui dindan levezon an eilrener hag a ouie, war ar marc'had, ober e vad eus stad klañvidik ar rener evit startaat e c'halloud-eñ. Petra en doa K. da c'hortoz? Gant seurt prederiadennoù e koazhe marteze e nerzh-enebiñ, met ret e oa dezhañ diwall d'en em douellañ, rankout a rae chom ken dizall ha ma c'halle bezañ evit ar mare. Hep abeg resis, mann nemet evit chom hep distreiñ diouzhtu d'e daol-skrivañ, e tigoras K. ar prenestr. Start e oa da zigeriñ, rankout a reas K. treiñ an dornell gant e zaou zorn. Neuze, dre doull ar prenestr, e teuas ur meskaj latar ha moged hag a skignas c'hwezh ar suilh er burev. Un nebeud fulennoù erc'h a nijas ivez e-barzh. »Un diskaramzer divalav«, a glevas K. a-drek e gein; an embregour, goude bezañ kuitaet an eilrener, a oa en em silet sioul en e vurev. Un hej a reas K. d'e benn hag e taolas ur sell nec'het war sac'h-lêr an embregour en ur soñjal e oa hemañ o vont da dennañ dioutañ ur strobad paperioù evit kemenn dezhañ disoc'h e zivizoù gant an eilrener. An embregour, avat, a heulias sell K. hag a skoas un taolig war e sac'h hep hen digeriñ: »C'hoant ho peus da c'houzout penaos eo tremenet an traoù? Ar marc'had zo tost da vat amañ em sac'h. Un den plijus-bras eo hoc'h eilrener, met tamm ebet dinoaz.« En ur c'hoarzhin e stardas e zorn da K. hag e klaskas e lakat da c'hoarzhin eñ ivez. Met disfiz en doa K. peogwir ne c'houle ket an embregour diskouez dezhañ e baperioù, ha ne gave tamm ebet fentus e evezhiadenn. »Aotrou Melestrour«, eme an embregour, »diaezet oc'h gant an amzer, 'm eus aon? Liv an enkrez zo warnoc'h hirie.« - »Ya«, eme K. en ur stekiñ gant e zorn ouzh e ividig, »poan-benn, trubuilhoù gant ar familh.« - »Just a-walc'h«, eme an embregour, anezhañ un den herrek dic'houest da selaou sioul ar re all, »pep hini en deus e groaz da zougen.« Hep rat dezhañ en doa graet K. ur gammed war-du an nor evel pa vije bet e-sell da ambroug an embregour er-maez, met hemañ a lavaras: »Ur gemennadenn am bije c'hoazh d'ober deoc'h, Aotrou Melestrour. Diegi am eus d'ho tirenkañ gant an dra-se hirie end-eeun, met div wech dija on deut d'ho kavout en deizioù-mañ, ha bep gwech em eus ankouaet. Ma c'hortozan pelloc'h c'hoazh, ne dalvo ket mui ar boan. Pec'hed e vefe, rak ar pezh am eus da gemenn deoc'h n'eo ket didalvoud, emichañs.« A-raok m'en doe K. amzer da respont, e teuas an embregour stok outañ, e roas dezhañ un taolig war e vruched gant kein e viz en ur lavaret a vouezh izel: »Ur prosez ho peus, neketa?« Diouzhtu e reas K. ur gammed war-dreñv: »An eilrener en deus lavaret se deoch!« - »N'en deus ket«, eme an embregour, »eus pelec'h e c'hallfe an eilrener gouzout an dra-se?« - »Ha c'hwi?« a c'houlennas K. un tammig dinec'het. »Gwech ha gwech all em bez keleier eus al lez-varn«, ha se end-eeun eo danvez ar gemennadenn am boa c'hoant d'ober deoc'h. »Nag a dud a zo e darempred gant al lez-varn!« eme K. en ur stouiñ e benn; neuze e vlenias an embregour betek e daol-skrivañ. Azezañ a rejont evel a-raok hag an embregour a lavaras: »N'em eus ket, siwazh, kalz a dra da gemenn deoc'h. Met arabat e vez, e seurt degouezhioù, lezel an disterañ tra a-gostez. Ouzhpenn-se, em eus c'hoant bras da reiñ skoazell deoc'h, pa ne vefe nemet ur skoazell gwall zister. Betek-henn omp bet keneiled vat en hon aferioù, neketa? Neuze...« C'hoant en doa K. d'en em zigareziñ evit e emzalc'h e-pad an diviz o doa bet hirie, met an embregour n'hen lezas ket da droc'hañ dezhañ e gaoz; bountañ a reas e sac'h-lêr dindan e gazel evit diskouez e oa mall warnañ hag e kendalc'has: »Klevet em eus anv eus ho prosez gant un den anvet Titorelli. Ul livour a zo anezhañ, Titorelli n'eo nemet e anv-arzour; e anv mat, avat, n'ouzon tamm ebet pehini eo. Abaoe bloavezhioù e teu gwech an amzer d'am burev da zegas din livadurioù bihan, hag evit ar re-mañ e roan dezhañ bep gwech un tamm aluzen, rak ur c'hlasker-boued eo koulz lavaret. Taolennoù kaer a ra, ret eo lâret: lanneier ha traoù evel-se. Ar gwerzhioù-se - en em voazet e oamp hon-daou oute - a veze graet ingal ha plaen. Met re stank e teuas e weladennoù da vezañ hag e ris rebechoù dezhañ; toullañ a rejomp kaoz rak c'hoant am boa da c'houzout penaos e rae e gont evit bevañ diwar e vicher livour, ha gant souezh e klevis digantañ e oa ar poltredoù hag a zegase dezhañ ar brasañ gounid. ›Labourat a rae evit al lez-varn‹, emezañ ›Evit petore lez-varn?‹ a c'houlennis. Neuze e kontas din doareoù al lez-varn. Kompren a reoc'h sur-mat gwelloc'h eget n'eus forzh piv pegen sabatuet e oan gant e gontadennoù. Ha bremañ, pa zeu d'am gwelet, e klevan bep gwech ur c'heloù bennak eus al lez-varn ha tamm-ha-tamm e teuan da welet sklaer er jeu. Titorelli, ret eo lâret, zo ur c'hlakenner hag alies e rankan e lakat da devel, rak ouzhpenn ma oar sur a-walc'h troadañ gevier, ne c'hall ket un aferour eveldon, flastret dindan pouez e aferioù, plediñ kalz gant traoù diavaez. Kement-se diwar vont. Marteze - setu ar pezh a oan o soñjal - e c'hall Titorelli reiñ un tamm skoazell deoc'h rak anaout a ra kalz barnerien ha ma n'eo ket bras e levezon, e c'hall koulskoude reiñ alioù deoc'h war an doare da dremen diouzh an dud a veli. Ha ma n'o deus ket an alioù-se kalz a dalvoudegezh dreze o-unan, e teuint da vezañ talvoudus-bras pa vint en ho kerz. Un alvokad a zo ac'hanoc'h tost da vat. Kustum on da lavaret: Melestrour K. zo tost da vat un alvokad. O! N'on ket nec'het gant ho prosez. C'hoant ho peus neuze da vont da gavout Titorelli? M'ho peus ul lizher-erbediñ diganin, e raio sur-mat kement tra a c'hall ober. Soñjal a ran e tlefec'h mont. N'ho peus ket ezhomm, evel-just da vont hirie, met ur wech bennak, diouzh ma tegouezho. Hag un dra a fell din lavaret c'hoazh: N'oc'h ket rediet, war zigarez em eus roet deoc'h an ali-se, da vont da gavout Titorelli. Nann, ma soñj deoc'h e c'hallit tremen heptañ, e vo gwelloc'h evel-just e lezel a-gostez. Marteze ho peus dija mennadoù resis ha Titorelli a c'hallfe lakat strafuilh enne. Neuze, evel-just, eo arabat deoc'h mont d'e gavout! Ha ret e vo deoc'h, sur a-walc'h, kemer warnoc'h hoc'h-unan evit goulenn alioù digant un abostol evel hennezh. Grit evel ma karoc'h. Setu amañ al lizher-erbediñ hag amañ ar chomlec'h.«

Dipitet, e kemeras K. al lizher hag hen bountas en e c'hodell. Zoken ma tremene mat an traoù e oa ar gounid a c'hallje tennañ eus al lizher-erbediñ kalz bihanoc'h eget ar gaou en doa da c'houzañv dre ma ouie an embregour anv eus e brosez ha dre ma'z aje al livour da skignañ ar c'heloù. A-vec'h ma c'hallas kemer warnañ da zistagañ un nebeud gerioù evit trugarekaat an embregour hag a oa o vont war-du an nor. »Mont a rin d'e gavout«, emezañ en ur gimiadiñ diouzh an embregour e-kichen an nor, »Pe, o vezañ ma'z on sammet gant al labour er mare-mañ, e skrivin dezhañ evit e bediñ da zont d'am burev.« - »Gouzout mat a raen«, eme an embregour e vijec'h gouest da gavout an hent gwellañ. Met soñjal a rae din koulskoude e kavfec'h gwelloc'h diwall da bediñ d'ar bank tud evel an Titorelli-se evit komz amañ eus ho prosez. Ha ne vez ket bepred mat kas lizhiri d'ar seurt tud. Met sur a-walc'h ho peus graet mat ho soñj hag e ouzoc'h petra a c'hallit ober.« K. a hejas e benn hag a reas c'hoazh ur paz-ki d'an embregour dre ar rakkambr. Evitañ da vezañ sioul diwar c'horre, e oa spontet-bras gantañ e-unan; m'en doa lavaret d'an embregour e skrivje da Ditorelli, ne oa nemet evit diskouez dezhañ e ouie prizout e erbedenn hag e oa o prederiañ war an doare da gejañ gant al livour; m'en dije kavet talvoudus kaout skoazell Titorelli, en dije skrivet dezhañ hep chom da dermal. N'eo nemet a-drugarez da evezhiadenn an embregour en doa komprenet pegen risklus e vije bet. Daoust ha ne c'halle ket mui kontañ war e boell hag e skiant? Ma oa gouest da bediñ un abostol bennak, dre ul lizher sinet, da zont d'e gavout d'ar bank - 'lec'h na oa dispartiet diouzh an eilrener nemet gant un nor - evit goulenn digantañ alioù diwar-benn e brosez, daoust ha ne oa ket gouest marteze - pe sur a-walc'h zoken - da zianavezout dañjerioù all pe da redek en arbenn dezhe? Ne vije ket dalc'hmat unan bennak en e gichen evit e lakat war evezh. Ha dres bremañ, ma oa ret dezhañ dastum e holl nerzh, en doa disfiziañs ouzh e evezhiegezh, un disfiziañs dizanavez dezhañ betek-henn! Daoust hag an diaesterioù en doa da dalañ oute en e labour-burev a oa o vont d'en em silañ en e brosez? Bremañ ne oa ket mui evit kompren penaos e oa deut c'hoant dezhañ da skrivañ da Ditorelli ha d'e bediñ da zont d'ar bank.

Hejañ a rae c'hoazh e benn en ur soñjal en dra-se pa zeuas ar c'homis en e gichen evit sachañ e evezh war tri aotrou azezet war ur bank er rakkambr. Abaoe pell dija e oant o c'hortoz da vezañ lezet da zont davet K. Bremañ, pa oa ar c'homis o kaozeal gant K., e oant aet en o sav ha pep hini anezhe a oa o klask pleg da lammat war K. a-raok ar re all. Ma oa tud ar bank ken dizamant d'o lakat da goll o amzer amañ er rakkambr, ne felle ket mui dezhe bezañ damantus. »Aotrou Melestrour«, eme diouzhtu unan anezhe. Met K. en doa roet urzh d'ar c'homis da zegas dezhañ e vantell-c'hoañv hag en ur wiskañ anezhi gant skoazell ar c'homis e lavaras d'an tri aotrou: »Ho tigarez, aotrounez, met evit ar mare, siwazh, n'em eus ket amzer d'ho tegemer. Ho pediñ a ran d'am digareziñ, un afer preset am eus bremañ da renkañ ha ret eo din mont kuit diouzhtu. Gwelet ho peus hoc'h-unan pegeit amzer on bet dalc'het. Daoust ha bez' ho pefe ar vadelezh da zistreiñ warc'hoazh pe un deiz bennak all? Pe, marteze, e c'hallfemp kaozeal eus hoc'h aferioù dre bellgomz? Nemet ha c'hoant ho pefe da zisplegañ din, e berr gomzoù, a betra ez eus keal evit ma c'hallin reiñ deoc'h ur respont resis dre skrid? Gwellañ tra d'ober, avat, vefe dont en-dro ur wech all.« Komzoù K. a lakas da gouezhañ war an tri aotrou, hag a gomprene bremañ o doa gortozet en aner, ur sabatur ken bras ma chojmont o sellet an eil ouzh egile hep rannañ grik. »A-unan emaomp?« a c'houlennas K. en ur dreiñ war-du ar c'homis hag a zegase dezhañ e dog. Dre doull dor burev K. e weled an erc'h o kouezhañ kalz stankoc'h eget kent. Rak-se e savas K. gouzougenn e vantell hag e prennas anezhi uhel dindan e elgez.

Dres d'an ampoent, e teuas an eilrener eus ar burev e-kichen gant ur mousc'hoarzh war e zremm hag e welas K. o tivizout, en e vantell-c'hoañv, gant an aotrounez; neuze e c'houlennas: »C'hwi zo o vont kuit, Aotrou Melestrour?« - »Ya«, eme K. en ur sonnaat e gein, »evit renkañ un afer.« Met an eilrener a oa troet dija war-du an tri aotrou. »Hag an aotrounez?« emezañ. Pell oc'h bet o c'hortoz, 'm eus aon.« - »En em glevet hon eus dija«, eme K. Met bremañ ne oa tu ebet ken da zerc'hel war an aotrounez hag a gelc'hias K. en ur zisklêriañ n'o dije ket gortozet e-pad eurvezhioù ma ne vije ket pouezus o aferioù ha ma n'o dije ket ezhomm da gomz dioute dre ar munud hag hep test. An eilrener o selaouas ur predig en ur spiañ K. hag a ziboultrenne a-dakadoù an tog a zalc'he en e zorn; neuze e lavaras: »Aotrounez, un diskoulm eeun a zo d'ar gudenn. Mar bez mat deoc'h tremen ganin e renin laouen an divizoù e-lec'h an Aotrou Melestrour. Ret eo plediñ diouzhtu gant hoc'h aferioù. Aferourien eveldoc'h omp ni ivez ha gouzout a ouzomp pegen prizius eo an amzer evit an aferourien. Bez' e c'hallit mont tre m'ho peus c'hoant. Hag e tigoras an nor a gase da rakkambr e vurev.

Na pegen brav e ouie an eilrener sachañ d'e du kement tra a ranke K. dilezel dre ret! Met daoust ha ne zileze ket K. muioc'h eget na oa ret? E-pad ma oa o redek da di ul livour dizanavez en ur vagañ un tamm spi diresis ha gwall zister evel ma ranke anzav outañ e-unan, e veze labezet ha dispennet e vrud. Gwelloc'h e vije bet dezhañ, moarvat, diwiskañ e vantell-c'hoañv hag adc'hounit da vihanañ an daou aotrou a ranke c'hoazh chom da c'hortoz. Marteze en dije klasket hen ober ma n'en dije ket gwelet en e vurev an eilrener o klask un dra bennak war an astelloù, evel pa vije bet en e vurev dezhañ. Tra ma tostae K. ouzh an nor, fulor ennañ, e huchas warnañ: »Ac'h! n'oc'h ket aet kuit c'hoazh!« Neuze e troas outañ e zremm goloet a roufennoù stegn hag a seblante reiñ testeni neket eus e oad met eus e nerzh, hag ez adstagas diouzhtu da furchal. »Emaon o klask eilskrid ur c'hontrad hag a zlefe bezañ en ho kerz, war a lavar dileuriad ar c'hevredad«, emezañ. »Ne c'houlit ket ma skoazellañ?« K. a reas ur gammed war-raok met an eilrener a lavaras: »Trugarez deoc'h, kavet em eus dija«, hag e tistroas d'e vurev gant ur mell teuliad ma oa ennañ, ouzhpenn eilskrid ar c'hontrad, kalz a baperioù all.

»Bremañ 'vat, n'on ket evitañ«, a soñjas K., »met kerkent ha ma vin disammet eus ma holl drubuilhoù, e vo-eñ an hini kentañ o c'houzout ez eo cheñchet penn d'ar vazh ha ker e kousto d'e lêr.« K., un tammig sioulaet gant ar soñj-se, a roas urzh d'ar c'homis a oa abaoe ur pennad o terc'hel digor evitañ dor an trepas, da lavaret d'ar rener, pa gavje an tu da gomz gantañ, e oa o renkañ un afer en diavaez; war-se, hogozik laouen o soñjal e c'hallje e-pad ur predig en em ouestlañ penn-da-benn d'e brosez, e kuitaas ar bank.

Diouzhtu ez eas da di al livour hag a oa o chom e diavaez kêr, en ur c'harter dres en tu enep d'an hini ma oa burevioù al lez-varn. Ur c'harter paouroc'h c'hoazh e oa, gant tiez teñvaloc'h, straedoù leun a loustoni o neuennat goustad war an erc'h o teuziñ. Ur stalaf hepken eus an nor-dal vras a oa digor war an ti ma oa al livour o chom ennañ, met e traoñ ar stalaf all, stok er voger, e oa un toull ma flistras dioutañ, dres pa oa K. o tostaat, un dourenn heugus, melen, mogedus hag a lakas un toullad razhed da glask repu er san-zour nepell ac'hano. E traoñ ar skalier, astennet a-dreuz-kof war an douar, e oa ur bugel bihan o ouelañ, met a-vec'h ma c'halled e glevet, mouget ma oa pep trouz gant an toumpi bouzarus a save eus stal ar blomer er c'hostez all d'ar porched. Digor e oa dor ar stal-labour; tri darbarer, renket en un hanter-gelc'h en-dro d'ur pezh-labour bennak, a skoe taolioù morzhol warnañ. Ur bladenn houarn-gwenn staget ouzh ar voger a daole ur sklêrijenn morlivet hag en em sile etre daou zarbarer en ur sklaeraat o dremmoù hag o zavañjerioù. War kement-se holl ne daolas K. nemet un damsell; c'hoant en doa da echuiñ ganti ar buanañ ar gwellañ, da c'houlennata al livour e berr gomzoù ha da zistreiñ diouzhtu d'ar bank. An disterañ berzh a c'hallje ober amañ en dije sur a-walc'h un efed mat war e labour er bank hirie. En trede estaj e rankas gorrekaat e gerzhed; berr e oa warnañ, an derezioù kenkoulz hag an estajoù a oa uhel-meurbet hag a-hervez e oa al livour o chom tre el laez en ur gambr dindan an doenn. Mougus e oa an aer ivez, ar skalier strizh ne skoe ket war ur porzh; enket e oa etre div voger gant prenestroù bihan-tre toullet enne amañ hag aze tre el laez. Dres pa oa K. oc'h ober un ehan, e tilammas eus ul lojeiz bennak un toullad plac'hed bihan hag a bignas d'ar red gant ar skalier en ur c'hoarzhin. K. a yeas goustadik d'o heul, a adtapas unan eus ar plac'hed hag a oa chomet a-drek ar re all goude bezañ strebotet ha tra ma oant o-daou o pignat kichen-ha-kichen e c'houlennas outi: »Bez' ez eus ul livour anvet Titorelli o chom amañ? Ar plac'h, a-vec'h trizek vloaz dezhi ha tort un tammig, a roas dezhañ un taol ilin en ur sellet outañ dindan he zav. Nag he yaouankiz nag he namm n'o doa miret outi da vezañ breinet penn-da-benn. Hep mousc'hoarzhin zoken e taolas war K. selloù lemm ha dichek. Ober a reas K. evel pa n'en dije ket merzet hec'h emzalc'h hag e c'houlennas: »Anaout a rez al livour Titorelli?« Gant un hej d'he fenn e c'houlennas d'he zro: »Petra fell deoc'h digantañ?« K. a soñjas e vije mat klevet c'hoazh un dra bennak diwar-benn Titorelli: »C'hoant am eus da lakat ober ma foltred«, emezañ. »Ho poltred?« a c'houlennas, en ur zigeriñ he genoù evel ur forn; un taol skañv a roas da K. evel p'en dije lavaret un dra sebezus-meurbet pe distaget komzoù hep penn na lost; gant he daou zorn e troñsas he brozhig, gwall verr dija, ha d'ar red e pignas war-lerc'h ar plac'hed all hag a laoske kriadennoù ma'z ae an heklev anezhe d'en em goll e-krec'h. E korn-tro kentañ ar skalier e kejas K. adarre gant an holl blac'hed. Evit doare o doa klevet komz eus mennad K. gant an dortez hag e oant ouzh e c'hortoz. Renket e oant tu-ha-tu d'ar skalier, peg ouzh ar voger evit lezel K. da dremen aes etreze, ha gant o dorn ez eeunent o zavañjerioù. Koulz o dremmoù hag o emzalc'h a zouge livioù kemmesket ar bugaleaj hag an orged. El laez, er penn kentañ eus ar vandennad plac'hed a oa bremañ o'n em strollañ en ur c'hoarzhin a-drek K., e oa an dortez o vleniañ ar re all. A-drugarez dezhi e kavas K. diouzhtu an hent mat. E-sell e oa da zerc'hel da bignat eeun dirakañ, met diskouez a reas dezhañ cheñch roud el lec'h ma tiforc'he ar skalier e daou skourr. Ar skalier a gase da lojeiz Titorelli a oa enk ha strizh, hir-kenañ, hep troioù-korn ha dre-se aes da welet penn-da-benn eus an traoñ d'al laez, 'lec'h ma echue dres dirak dor Titorelli. An nor-se, gwelloc'h sklêrijennet eget ar skalier dre ul lukan sternet a-veskell a-us dezhi, a oa graet gant plankennoù noazh ma oa skrivet warne, e lizherennoù ruz ha tev, anv Titorelli. N'en doa ket tizhet K. gant e heuliad hanter ar skalier ma voe damzigoret an nor war-laez, - abalamour moarvat d'an trouz graet gant ar c'hammedoù - ha ma teuas war wel, e gwask an nor, un den hag a seblante bezañ gwisket gant ur roched-noz hepken. »O!« a huchas an den pa welas ar vandennad o tostaat; neuze e steuzias. An dortez a stlakas laouen he daouarn hag ar plac'hed all en em vountas a-drek K. evit e vroudañ da vont buanoc'h war-raok.

Ne oant ket erruet mat el laez ma voe digoret frank an nor gant al livour hag a bedas K. da antreal en ur stouiñ izel dirakañ. Ar plac'hed avat, a voe diarbennet gantañ; ne lezas hini ebet da zont tre, kaer o doa pediñ ha klask en em vountañ e-barzh a-enep e youl, defod gallout antreal gant e aotre. An dortez hepken a zeuas a-benn d'en em silañ dre zindan e vrec'h astennet, met al livour a redas war he lerc'h; hag eñ neuze da gregiñ en he brozh, d'he lakas da droidellat en-dro dezhañ ha d'he stlepel dirak an nor e-touez ar plac'hed all ha n'o doa ket kredet mont dreist an treuzoù p'en doa dilezet e blas. Ne ouie ket K. petra soñjal diwar-benn kement-se holl, rak hañvalout a rae dezhañ e oa emglev etreze. Ar plac'hed dirak an nor a astenne o gouzoug an eil war-lerc'h eben en ur huchal d'al livour komzoù farsus na oa ket K. evit kompren, met c'hoarzhin a rae al livour tra ma oa an dortez, dalc'het gantañ a-bouez e zorn, tost da vat o nijal. Neuze e serras an nor, e reas c'hoazh ur stouadenn dirak K., hag e lavaras en ur astenn e zorn dezhañ: »Titorelli, arzour ha livour.« Diskouez a reas K. an nor ma oa ar plac'hed o chuchumuchuiñ a-drek dezhi hag e lavaras: »Gwelet-mat oc'h amañ en ti, war ar seblant.« - »Ac'h, ar pennoù vil-se!« eme al livour en ur glask en aner serriñ e roched-noz war e c'houzoug. Diarc'hen e oa ivez ha gwisket gant ur bragoù ledan e lien damvelen dalc'het gant ul lêrenn ken hir ma luskelle an daou benn anezhi eus an eil tu d'egile. »Ac'h, un dismantr-spered eo ar pennoù vil-se«, a gendalc'has en ur dennañ e vizied diwar e roched-noz, ma oa an nozelenn diwezhañ o paouez strinkañ diwarni, hag e redias K. da azezañ goude bezañ kerc'het ur gador. »Ur wech em eus poltredet unan anezhe - homañ, avat, n'emañ ket amañ hirie - ha diwar an deiz-se e vezont dalc'hmat war ma lerc'h. Pa vezan er gêr, ne zeuont e-barzh nemet pa roan dezhe an aotre, met pa vezan er-maez e teu bepred unan anezhe d'an nebeutañ. laket o deus ober un alc'hwez da zigeriñ ma dor hag hen prestañ a reont an eil d'eben. N'oc'h ket evit kompren pegen hegasus e c'hall bezañ. Distreiñ a ran d'ar gêr, da skouer gant un itron hag a fell dezhi bezañ poltredet, digeriñ a ran an nor gant ma alc'hwez hag e kavan, lakomp, an dortez o livañ he diweuz e ruz gant ar barr-livañ e-kichen an daolig, tra m'emañ he breudeur ha c'hoarezed bihan, bet laket dindan hec'h evezh, o straniñ dre ar gambr hag o louzañ pep korn anezhi. Pe e tistroan diwezhat d'ar gêr evel ma oa c'hoarvezet ganin dec'h da noz - abalamour da se, digarezit, me ho ped, ar stad m'emaon enni hag ar stlabez a zo er gambr -, distreiñ a ran eta diwezhat d'ar gêr ha pa fell din mont d'am gwele e santan un dra bennak o piñsat ma gar; teurel a ran ur sell dindan ar gwele, hag e tennan adarre ur machin all a-seurt-se er-maez. N'ouzon ket perak e vezont bepred war ma zro rak gwelet ho peus, sur-mat, ne glaskan ket o sachañ davedon. Hag evel-just e vezan ivez direnket em labour. Ma ne vije ket bet laket ar stal-labour-mañ evit netra em c'herz e vijen aet kuit abaoe pell zo.« Dres d'an ampoent e teuas eus a-drek an nor ur vouezhig, treut hag aonik: »Titorelli, bez' e c'hallimp antreal bremañ?« - »Ne c'hallit ket«, a respontas al livour. »Na me ma-unan kennebeut?« a c'houlennas adarre ar vouezhig »Na te kennebeut«, eme al livour hag a yeas da sparlañ an nor.

E-keit-se en doa sellet K. en-dro dezhañ; biken n'en dije soñjet e c'halled ober eus ar gambrig truek-se ur stal-labour. A-vec'h ma c'halled ober amañ muioc'h eget div gammed a-dreuz hag a-hed. Pep tra, plañchod, mogerioù ha terest a oa graet gant koad hag etre ar plankennoù e weled faoutoù moan. Ouzh ar voger a-dal da K. e oa ur gwele karget gant pallennoù a bep seurt liv. E-kreiz ar gambr, war ur marc'h-livañ, e oa un daolenn paket en ur roched gant milginoù hir o tivilhañ betek ar plañchod. A-drek K. e oa ur prenestr, met gant al latar a oa er-maez ne c'halled ket gwelet a-dreuz d'e werenn pelloc'h eget toenn an ti 'kichen goloet a erc'h. Trouz an alc'hwez o treiñ er potailh a zegasas soñj da K. e felle dezhañ mont kuit dizale. Rak-se e tennas lizher an embregour eus e c'hodell hag ez astennas anezhañ d'al livour en ur lavaret: »Gant an aotrou-mañ, un anaoudegezh deoc'h, em eus klevet anv diouzhoc'h ha deut on d'ho kavout war e ali.« Braslenn a reas al livour al lizher hag en em daolas war e wele. Ma n'en dije ket lavaret an embregour fraezh ha sklaer e oa Titorelli unan eus e anaoudeien, ur paourkaezh den hag en doa ezhomm eus e aluzenoù, e vije bet tu da grediñ ne anaveze ket Titorelli an embregour pe n'en doa ket dalc'het soñj anezhañ. Ha war ar marc'had e c'houlennas al livour: »C'hoant ho peus da brenañ taolennoù pe da lakat ober ho poltred?« K. a sellas sebezet outañ. Petra an diaoul oa skrivet el lizher?  Engortoz e oa K. en dije displeget an embregour en e lizher ne oa deut da gavout al livour nemet evit goulenn digantañ titouroù diwar-benn e brosez. Deredet e oa amañ re vuan hag hep soñjal! Met bremañ e oa ret dezhañ reiñ ur respont d'al livour; gant ur sell ouzh ar marc'h-livañ e lavaras neuze: »C'hwi zo o labourat war un daolenn?« - »Ya«, eme al livour en ur stlepel war ar gwele, da heul al lizher, ar roched ispilhet ouzh ar marc'h-livañ. Ur poltred eo. Ul labour mat, met n'eo ket peurechu c'hoazh. Ar chañs a oa a-du gant K.: kinniget e oa brav-mat dezhañ un digarez da gomz eus al lez-varn, rak ar poltred-se a oa evit doare hini ur barner. Ne oa ket droukheñvel ouzh ar poltred e burev an alvokad. Met hemañ a oa poltred ur barner all, anezhañ un den tev gant ur barv du ken fonnus ma oa goloet gantañ an daou du eus e zremm pell a-us d'e zivjod; ha tra ma oa ar poltred e ti an alvokad un eoullivadur, e oa hemañ ur pastellivadur flour ha dispis. Met heñvel e oa ar peurrest, rak amañ ivez e klaske ar barner, krog e brenkoù e gador-veur, sevel gourdrouzus diwarni. »Hemañ 'vat zo ur barner« a voe darbet da K. lavaret; met derc'hel a reas war e deod hag ez eas tostoc'h ouzh ar poltred evel p'en dije bet c'hoant d'hen studiañ dre ar munud. Ne gomprene ket perak e oa un dudenn vras war kein ar gador-veur hag e c'houlennas ouzh al livour displegadennoù diwar he fenn. Peurlipet e rank bezañ un tammig c'hoazh, a respontas al livour en ur dapout ur c'hreion pastel diwar un daolig; neuze e krenvaas un disterig trolinenn an dudenn hep ma teuje homañ da vezañ splannoc'h evit K. »Ar Justis an hini eo«, eme al livour a-benn ar fin. »He anaout a ran bremañ«, eme K., »Amañ emañ al lien a vouch he daoulagad hag amañ ar bouezerez. Met daoust ha n'he deus ket askelloù ouzh he seulioù? Ha war a seblant emañ o redek. »Ya«, eme al livour, »ranket em eus he skeudenniñ evel m'am boa bet urzh d'ober, homañ eo war un dro ar Justis ha Doueez an Trec'h.« - »Ne oa ket mat kendeuziñ an div«, eme K. gant ur mousc'hoarzh, »Ar Justis a rank chom difiñv, rak a-hend-all e krog ar bouezerez da vrallañ ha ne c'hall ket ar varn bezañ reizh.« - »Sentiñ a ran ouzh gourc'hemennoù an urzhier«, eme al livour. »Ya, sur«, eme K., ha n'en doa ket bet soñj d'e feukañ gant e evezhiadenn. »Skeudennet ho peus an dudenn evel m'emañ e gwirionez war ar gador-veur.« - »N'em eus ket«, eme al livour, »n'em eus gwelet nag an dudenn nag ar gador-veur, kement-se holl n'eo nemet faltazi met lavaret zo bet din petra am boa da livañ.« - »Petra?« a c'houlennas K. en ur ober evel pa n'en dije ket komprenet mat al livour, »an den azezet war ar gador-veur a zo ur barner?« - »Ya«, eme al livour, »met n'eo ket ur barner uhel ha morse n'eo bet azezet war un hevelep kador-veur.« - »Hag e lak koulskoude ober e boltred en ur stuz ken lidus? Emañ azezet amañ evel ur pennsezer lez-varn.« - »Ya, lorc'hus eo an aotrounez«, eme al livour. »Met aotre o deus, digant ar pennoù bras, da lakat ober o foltred er mod-se. Da bep hini e vez lavaret penaos e c'hall bezañ poltredet. En daolenn-mañ, siwazh, ne c'haller ket prizañ munudoù ar gwiskamant ha kinkladur ar gador-veur rak al livioù pastel ne roont ket un disoc'h mat e seurt skeudennoù. »Ya«, eme K., »iskis eo e vefe livet gant pastel.« Fellout a rae d'ar barner e vije graet evel-se«, eme al livour, »evit un itron eo an daolenn.« Ar gwel eus an daolenn a seblante bezañ roet dezhañ c'hoant da labourat ha setu ma troñsas milginoù e roched ha ma kemeras un toullad kreionoù pastel en e zorn; neuze e welas K., dindan begoù krenus ar c'hreionoù, ur skeud damruz oc'h en em stummañ en-dro da benn ar barner hag o vont, heñvel ouzh ur feskennad skinoù, d'en em goll war bevenn an daolenn. Ar c'hoari-skeudoù-se a enkelc'hias tamm-ha-tamm ar penn evel ur gurunenn pe un arouez glorius. Tro-dro da skeudenn ar Justis, war-bouez un nebeud arlivioù diverzus, e oa c'hoazh pep tra sklaer, hag er sklaerder-se e seblante ar skeudenn dont spisoc'h war wel; ne oa ket mui heñvel ouzh Doueez ar Justis na kennebeud-all ouzh hini an Trec'h, heñvel-bev e oa bremañ ouzh Doueez ar Chase. Labour al livour a zedenne K. muioc'h eget na venne; a-benn ar fin e rebechas dezhañ e-unan bezañ chomet keid-all amañ hep ober netra evit e afer. »Pe anv vez graet eus ar barner-mañ?« a c'houlennas a-sav-taol. »N'em eus ket aotre d'hen lavaret«, a respontas al livour; stouet izel e oa war-du an daolenn ha ne rae van ebet ken eus e weladenner bet degemeret koulskoude gantañ en un doare ken hegarat.  K. a soñjas e oa krog ur froudenn ennañ, ha fuloret e oa dre ma kolle evel-se kalz amzer. »Den a fiziañs el lez-varn oc'h?« a c'houlennas. Kerkent e lakas al livour e greionoù a-gostez, e savas e gein, e frotas e zaouarn an eil ouzh egile hag e sellas ouzh K. gant ur mousc'hoarzh. »Lavarit din kentoc'h ar wirionez«, emezañ, »c'hoant ho peus da gaout titouroù diwar-benn al lez-varn, evel m'emañ skrivet el lizher-erbediñ, ha da gentañ ho peus komzet eus ma zaolennoù evit ma lakat a-du ganeoc'h. N'on ket feuket koulskoude, rak ne c'hallec'h ket gouzout ne gavan ket se dereat. »Nann, mar plij!« emezañ war un ton rust, evit mirout ouzh K. da eilgeriañ. Neuze e kendalc'has: »Forzh penaos, ar gwir zo ganeoc'h penn-da-benn, den a-fiziañs on el lez-varn.« Un ehan a reas, evel p'en dije bet c'hoant da lezel gant K. amzer d'en em ober ouzh ar wirionez-se. Bremañ e kleved adarre ar plac'hed a-drek an nor. En em dolpet e oant, sur a-walc'h, en-dro da doull an alc'hwez, met marteze o doa kavet ivez an tu da sellet er gambr dre faoutoù an nor. Ne glaskas ket K. en em zigareziñ, rak ne c'houle ket diheñchañ al livour diwar e soñjoù, ha nebeutoc'h c'hoazh reiñ dezhañ an tu d'en em santout war un derez uheloc'h hag evel-se dreist diraez dezhañ; setu ma c'houlennas: »Ur garg anavezet ez-ofisiel eo ho hini?« - »N'eo ket«, a lavaras al livour hepmuiken, evel pa vije chomet sac'het ar c'homzoù en e gorzailhenn. Met ne c'houle ket K. e lezel da devel pelloc'h hag e lavaras: »Ar c'hargoù evel ho hini a ro alies muioc'h a levezon eget ar re anavezet ez-ofisiel.« - »Dres evel-se emañ kont ganin«, eme al livour en ur grizañ e dal hag en ur hejañ e benn. »Dec'h, pa oan o komz gant an embregour eus hoc'h afer e c'houlennas diganin hag-eñ ne vijen ket prest da reiñ sikour deoc'h, hag e respontis: ›An den-se a c'hall dont d'am c'havout ur wech bennak‹, ha bremañ ez on plijet ouzh ho kwelet ken abred. Chalet-bras oc'h gant an afer-se evit doare, pezh na gavan tamm ebet souezhus evel-just. Met marteze ho peus c'hoant da lemel ho mantell da gentañ?« Daoust ma ne oa ket K. e-sell da chom aze hir amzer, e voe degemeret mat gantañ kinnig al livour. Tamm-ha-tamm e oa deut aer ar gambr da vezañ re bounner dezhañ; meur a wech en doa sellet gant souezh ouzh ur fornigellig houarn staliet en ur c'horn, rak hep mar ebet ne oa ket a dan enni ha diaes e oa eta kompren perak e oa ken mougus an aer. Tra ma tiwiske e vantell-c'hoañv ha ma tibrenne ivez e borpant, e lavaras al livour evit en em zigareziñ: »Ezhomm am eus eus kalz tommder. Plijus eo an aergelc'h amañ, keta? Lec'hiet-mat eo ar gambr er c'heñver-se.« K. ne respontas ket, met e gwirionez ne oa ket gant an tommder e oa laket diaes, gant an aer e oa kentoc'h, un aer vougus ha diaes da alanañ; abaoe pell zo ne oa ket bet avelet ar gambr. An diaesterioù-se a zeuas da vezañ gwashoc'h evit K. pa voe pedet gant al livour da azezañ war ar gwele; al livour e-unan a daolas e bouez war ar gador nemeti a oa er gambr, dirak ar marc'h-livañ. Ouzhpenn-se, ne seblante ket al livour kompren perak e chome K. war bord ar gwele; e bediñ a reas d'en em lakat en e aez, ha pa welas e chome K. en entremar, ez eas dezhañ hag hen bountas don e-barzh ar c'holc'hed hag ar pluegoù. Neuze e tistroas d'e gador hag e reas erfin ar c'hentañ goulenn resis a lakas K. da ankouaat ar peurrest. »Digablus oc'h?« a c'houlennas. »Ya«, eme K. Plijadur a rae dezhañ respont d'ar goulenn-se, seul vui ma oa o komz ouzh un den ha n'en doa ket ur garg ofisiel, hag evel-se e c'halle respont hep lakat netra er jeu. Den ebet, betek-henn, n'en doa graet outañ ur goulenn ken didro. Evit tañva gwelloc'h e blijadur e ouzhpennas: »Digablus a-grenn on.« - »Ma!«, a lavaras al livour en ur stouiñ e benn gant un neuz soñjus. A-daol-trumm ez adsavas e benn hag e lavaras: »Plaen-kenañ eo hoc'h afer ma'z oc'h digablus.« Teñvalaat a reas penn K.; an den-se hag a oa a-hervez den a-fiziañs el lez-varn a gomze evel ur bugel diouiziek. »Ne zeu ket an afer da vezañ plaenoc'h dre ma'z on digablus«, eme K. Daoust da bep tra e teuas ur mousc'hoarzh war e ziweuz hag e hejas goustadik e benn. »Ret eo derc'hel kont eus kalz munudoù hag a lak al lez-varn da goll penn he neudenn. Hag a-benn ar fin e vez diskoachet, eus n'onn dare pelec'h, un torfed bras ha na oa bet da gentañ e nep lec'h.« - »Ya, ya, sur«, eme al livour, evel pa vije K. ouzh e zirenkañ hep abeg en e brederiadenn. »Digablus oc'h, keta?« - »Ya 'vat«, eme K. »Se eo ar pep pouezusañ«, eme al livour. An arguzennoù a-enep e gredenn n'o doa krog ebet warnañ, met forzh pegen divrall e chome, ne oa ket tu da c'houzout ervat ha komz a rae evel-se dre ma oa kendrec'het, pe dre ma oa diseblant hepmuiken. Evit dont a-benn d'hen gouzout, e lavaras K. dezhañ: »Anaout a rit, sur a-walc'h, al lez-varn kalz gwelloc'h egedon, rak me ne ouzon ket muioc'h eget ar pezh am eus klevet digant tud a bep seurt. Met a-unan e oa an holl anezhe evit lavaret ne vez morse tamallet hini ebet diwar skañv, ha pa vez tamallet unan bennak e kred start al lez-varn e kablusted an tamallad ha diaes-spontus e vez he lakat da zistreiñ diwar he c'hredenn.« - »Diaes-spontus?« a c'houlennas al livour en ur sevel e zorn er vann. »Morse ne zistro al lez-varn diwar he c'hredenn. Ma rafen amañ poltred an holl varnerien kichen-ha-kichen war ul lien ha ma rankfec'h en em zifenn dirak al lien-se, e rafec'h muioc'h a verzh amañ eget dirak ul lez-varn wirion. »Ya«, eme K. evitañ e-unan en ur zisoñjal n'en doa bet c'hoant nemet da lakat al livour da gaozeal.

Adarre e c'houlennas unan eus ar plac'hed a-drek an nor: »Titorelli, n'eo ket prest  hennezh da vont kuit?« - »Roit peoc'h!« a huchas al livour etrezek an nor »ne welit ket emaon o tivizout amañ gant an aotrou?« Ne dremenas ket ar plac'h gant ar respont-se hag e c'houlennas: »Emaout o vont d'ober e boltred?« Ha peogwir ne responte ket al livour, e lavaras c'hoazh: »Mar plij, na rez ket e boltred, un den ken divalav.« Neuze e tarzhas un dibunad yudadennoù digomprenus ha kriadennoù asantus. Al livour a reas ul lamm betek an nor, a gornzigoras anezhi - gwelet a raed daouarnioù juntet ar plac'hed oc'h en em astenn aspedus - hag e lavaras: »Ma ne roit ket peoc'h, ez an d'ho skeiñ holl da draoñ ar skalier. Azezit amañ war an derezioù ha chomit sioul.« Ne sentjont ket diouzhtu, evit doare, rak rankout a reas gourc'hemenn: »War an derezioù 'm eus lâret!« Neuze hepken e renas ar sioulder.

»Ho tigarez«, eme al livour pa zistroas davet K. ha n'en doa taolet, koulz lavaret, sell ebet war-du an nor; lezet en doa gant al livour pep frankiz d'ober pezh a gare: e zifenn e-giz ma plije dezhañ, pe chom hep e zifenn tamm ebet. Ne fiñvas ket kennebeut pa stouas al livour warnañ, kuit dezhañ da vezañ klevet en diavaez, evit kuzulikat e pleg e skouarn: »Ar plac'hed-se ivez zo e dalc'h al lez-varn.« - »Petra?« a c'houlennas K., en ur dreiñ e benn evit sellet ouzh al livour. Hemañ, avat, a zistroas da azezañ war e gador hag a lavaras, hanter evit farsal, hanter evit displegañ an doare: »Pep tra zo e dalc'h al lez-varn.« - »N'em boa ket merzet c'hoazh«, eme K. war un ton sec'h; goude evezhiadenn diwezhañ al livour, dezhi un dalvoudegezh hollek, ne oa ket mui ezhomm da vezañ nec'het gant ar pezh en doa lavaret diwar-benn ar plac'hed. Koulskoude e sellas K. e-pad ur pennad ouzh an nor, met ar plac'hed a-drek dezhi a oa bremañ azezet sioul war an derezioù. Unan hepken he doa silet, en ur wask etre daou blankenn, ur blouzenn hag a lake da sevel ha da ziskenn goustadik.

»War a seblant, n'ho peus anaoudegezh ebet eus doareoù al lez-varn«, eme al livour; distoket en doa e zivhar an eil diouzh eben ha lopata a rae war ar plañchod gant begoù e dreid. »Met o vezañ ma'z oc'h digablus, n'eo ket ret deoc'h. Ho tennañ a rin ma-unan eus an enkadenn. »Ha penaos e reoc'h?« a c'houlennas K. »Lavaret ho peus hoc'h-unan bremaik ne vez degemeret arguzenn ebet gant al lez-varn.« - »An arguzennoù kaset d'al lez-varn ne vezont ket degemeret«, eme al livour en ur sevel e viz-yod, evel pa n'en dije ket komprenet K. e oa aze un arliv soutil. »Met ne vez ket kont evel-se pa vez graet an traoù en diavaez eus al lez-varn foran, da lâret eo er salioù-kuzuliañ, en trepasoù pe e lec'h all, da skouer amañ em stal-labour. Ne oa ket mui ken diaes da K. krediñ ar pezh a lavare al livour rak heñvel-tre e oa ouzh ar pezh en doa klevet ivez digant tud all. Bremañ e oa zoken leun a c'hoanag. Ma oa ken aes ha ma lavare an alvokad kaout levezon war ar varnerien dre an darempredoù skoulmet gante, e oa neuze darempredoù al livour gant ar varnerien pouezus-tre, ha ne c'halled e nep doare ober fae warne. Gant se e kemere al livour e blas e-touez ar skoazellerien dastumet tamm-ha-tamm gant K. en-dro dezhañ. Ur wech, er bank, e oa bet meulet evit e ampartiz da urzhiañ mat pep tra; bremañ, pa ne c'halle kontañ nemet warnañ e-unan, en doa tro-gaer da ziskouez pegen ampart e oa e gwirionez.

Al livour, hag a glaske gouzout pebezh efed o doa bet e gomzoù war K., a lavaras, lent un tammig: »N'ho peus ket merzet e komzan hogozik evel un den a lezenn? Levezonet e vezan gant an darempredoù ingal am bez gant aotrounez al lez-varn. Kalz a c'hounid a dennan dioute evel-just, met ar pep brasañ eus al lusk arzel a ya da goll.« - »Penaos ho peus graet evit skoulmañ darempredoù gant ar varnerien?« a c'houlennas K. hag a felle dezhañ gounit fiziañs al livour a-raok e gemer en e servij. »N'eo ket bet diaes«, eme al livour, »dre hêrezh eo deut din an darempredoù-se. Ma zad a oa livour evit al lez-varn dija. Bepred e vez treuzkaset ar garg-se a rumm da rumm; ne c'hall ket bezañ fiziet e tud nevez. Ar reolennoù da heuliañ evit poltrediñ ar varnerien hervez o flas er skeul-renk zo ken niverus, ken liesseurt ha dreist-holl ken kuzh ma ne vezont anavezet nemet e diabarzh un nebeud familhoù. En diretenn-mañ, da skouer, emañ notennoù ma zad ha na ziskouezan morse da zen. N'eus nemet an hini a anavez an notennoù-se hag a zo gouest da boltrediñ ar varnerien. Ha koulskoude, ma teufe din koll anezhe, e chomfe c'hoazh em fenn kement a reolennoù anavezet ganin hepken, ma ne vefe den ebet e-tailh da gemer ma flas. Pep barner a fell dezhañ bezañ poltredet evel ma'z eo bet poltredet ar varnerien veur a-wechall, ha n'eus nemedon-me a ve gouest d'hen ober.« - »Peadra da vezañ avius«, eme K. en ur soñjal en e labour er bank. »En ur stad divrall emaoc'h eta?« - »Ya, divrall«, eme al livour gant ur c'hruz balc'h d'e zivskoaz. »Setu perak e c'hallan, gwech ha gwech all, reiñ skoazell d'ur paourkaezh den tapet en ur prosez.« - »Ha penaos e rit?« a c'houlennas K. evel pa ne vije ket-eñ an hini anvet gant al livour ur paourkaezh den. Met al livour ne bellaas ket diouzh e soñj hag a lavaras: »Evidoc'h da skouer, o vezañ ma'z oc'h digalbus a-grenn, setu ar pezh a rafen.« Hegasus e kave K. klevet lavaret hag adlavaret e oa digablus. Seblantout a rae dezhañ, a-wechoù, e rae al livour seurt evezhiadennoù evit reiñ dezhañ da gompren e oa ret d'ar prosez bezañ tonket da vont da bennvat evit ma roje-eñ e skoazell hag a vije diezhomm, evel-just, en ur seurt degouezh. En desped d'e ziskred e chomas K. mestr warnañ e-unan ha ne droc'has ket e gaoz d'al livour. Ne felle ket dezhañ dioueriñ skoazell al livour, war ar poent-se e oa start e vennozh, rak ne seblante ket ar skoazell-se bezañ arvarusoc'h eget hini an alvokad. Kalz muioc'h e plije da K. zoken, dre ma oa bet kinniget dezhañ en un doare onestoc'h ha digoroc'h.

Al livour a dostaas e gador ouzh ar gwele hag a gendalc'has gant ur vouezh vouget: »Disoñjet em boa goulenn ouzhoc'h e pe zoare e fell deoc'h bezañ didamallet, rak tri diskoulm a zo d'an afer: an didamalladur gwirion, an didamalladur diwar-c'horre hag an daleadur didermen. An hini gwellañ eo evel-just an didamalladur gwirion, met war an diskoulm-se n'em eus ket an disterañ levezon. D'am soñj, n'eus den ebet hag a c'hallfe kaout ul levezon bennak e-keñver an didamalladur gwirion. Amañ, emichañs, ne vez dalc'het kont nemet eus digablusted an tamallad. O vezañ ma'z oc'h digablus, e c'hallfec'h hep mar ebet fiziout war ho tigablusted hepmuiken. Neuze, avat, n'ho peus ket ezhomm a skoazell, na diganin, na digant den all ebet.

An displegadenn urzhiet-se a sabatuas K. da gentañ, met goude ur pennad e lavaras, gant ur vouezh ken izel hag hini al livour: »En em zislavaret a rit, 'm eus aon.« - »Dre benaos?« a c'houlennas goustadik al livour, ur mousc'hoarzh gantañ war e zremm, en ur harpañ adarre e gein ouzh kein e gador-vrec'h. Ar mousc'hoarzh-se a lakas K. da soñjal e oa bremañ o vont da zizoleiñ dislavaroù, n'eo ket e komzoù al livour, met kentoc'h er prosez e-unan. Daoust da se ne souzas ket a-dreñv hag e lavaras: »Disklêriet ho peus bremaik ne vez ket degemeret an arguzennoù kaset d'al lez-varn; nebeut goude ho peus resisaet ne dalv kement-se nemet evit al lez-varn foran ha bremañ e lavarit zoken n'en deus ket un den digablus ezhomm a skoazell dirak al lez-varn. Un dislavar a welan amañ. Ouzhpenn-se, lavaret ho peus ur wech ivez e oa tu da levezoniñ ar varnerien, ha bremañ e lavarit ne c'hall den ebet kaout levezon e-keñver an didamalladur gwirion. Setu an eil dislavar.« - »An dislavaroù-se zo aes da zisklêriañ«, eme al livour. »Amañ ez eus anv eus daou dra disheñvel: diouzh un tu eus ar pezh a zo skrivet el lezenn, ha diouzh an tu all eus ar pezh am eus gwelet ma-unan; arabat deoc'h kemmeskañ an daou dra-se. El lezenn - n'em eus ket he lennet avat - ez eus skrivet e rank un den digablus bezañ didamallet, met n'eus ket skrivet enni e c'hall ar varnerien bezañ levezonet. Se, avat, eo ar c'hontrol-mik eus ar pezh a anavezan-me. Biskoazh n'em eus klevet e vije bet didamallet un den evit gwir, met anaout a ran kalz barnerien levezonet. Marteze ne oa den digablus ebet en holl aferioù am eus anavezet, se a c'hall bezañ evel-just. Met daoust ha gwirheñvel eo? Den digablus ebet e kemend-all a aferioù? Pa oan bugel, e selaouen dija gant aked ar pezh a gonte ma zad er gêr diwar-benn ar prosezioù, ha klevet a raen ivez ar varnerien a hente e stal-labour o komz eus al lez-varn; en hor metoù ne vez komzet, koulz lavaret, eus netra all. Kerkent ha m'am boe tro da vont me ivez d'al lez-varn, ne vankis gwech ebet d'hen ober; selaouet hag heuliet em eus nouspet prosez ha morse - ret eo din hen anzav - n'em eus gwelet un didamalladur gwirion.« - »Den ebet, eta, didamallet evit gwir«, eme K., evel o komz outañ e-unan hag ouzh e c'hoanagoù. »Se a glot mat gant ar pezh a soñjen dija eus al lez-varn. Diouzh an tu-se n'eus netra da c'hortoz. Ur bourev a c'hallfe, e-unan-penn, kemer plas al lez-varn a-bezh.« - »Arabat mont re bell ganti«, eme al livour dilaouen, »n'em eus komzet nemet eus ar pezh a anavezan.« - »Trawalc'h eo din«, eme K., »pe daoust ha klevet ho peus anv eus tud bet didamallet gwechall?« - »Se zo c'hoarvezet, sur a-walc'h, gant tud 'zo« eme al livour. »Met diaes-tre eo da wiriañ.« Divizoù al lez-varn ne vezont ket embannet, ha ne c'hallont ket zoken bezañ lennet gant ar varnerien; rak-se n'eus chomet nemet mojennoù war-lerc'h ar prosezioù kozh. Hag an darn vuiañ eus ar mojennoù-se zo leun a dud didamallet evit gwir; hen krediñ a c'haller, met hen prouiñ ne c'haller ket. Arabat koulskoude ober fae warne rak un tammig gwirionez a zo sur-mat enne, ha kaer-meurbet int ouzhpenn-se; me ma-unan am eus livet un nebeud taolennoù awenet gant seurt mojennoù.« - »N'eo ket gant mojennoù e vin laket da cheñch meno«, eme K., »ha ne c'haller ket, emichañs, en em harpañ war ar mojennoù-se dirak al lez-varn? C'hoarzhin a reas al livour. »Nann, ne c'haller ket«, emezañ. »Neuze ne dalv ket ar boan kaozeal diwar-benn se«, eme K. hag a oa prest, evit ar mare, da zegemer holl vennozhioù al livour, betek ar re na gave ket gwirheñvel hag a zislavare an displegadennoù graet a-raok. N'en doa ket amzer da wiriekaat kement tra a lavare al livour, na dreist-holl da vont a-enep e gomzoù; tizhet e vije gantañ e bal ma teuje a-benn da gendrec'hiñ al livour da reiñ dezhañ un tamm skoazell bennak, ha pa ne vije ket en un doare gwall efedus. Setu perak e lavaras: »Lezomp a-gostez an didamalladur gwirion; meneget ho peus ivez daou ziskoulm all.« - »Ya, an didamalladur diwar-c'horre hag an daleadur didermen. Ne c'hall bezañ anv nemet eus ar re-se«, eme al livour. »N'ho peus ket c'hoant da ziwiskañ ho porpant a-raok ma komzimp eus se? Tomm eo deoc'h, 'm eus aon.« - »Ya« eme K.; betek-henn n'en doa taolet evezh nemet ouzh displegadennoù al livour, met bremañ, goude ma oa bet degaset soñj dezhañ eus an tommder, e oa krog ar c'hwezenn da bizenniñ war e dal. »A-vec'h ma c'haller padout amañ.« Un hej a reas al livour d'e benn da ziskouez e komprene mat pegen diaes en em gave K. »Daoust ha ne c'hallfed ket digeriñ ar prenestr?« a c'houlennas K. »Nann«, eme al livour. »N'eus anezhañ nemet ur werenn enframmet er voger, ne c'hall ket bezañ digoret« Neuze e komprenas K. e oa bet e-pad an holl amzer-se o c'hortoz ar mare ma'z aje al livour, pe eñ e-unan, da zigeriñ ar prenestr a-stlap. Prest e oa zoken da lezel al latar da leuniañ e skevent. En em santout a rae troc'het a-grenn diouzh an aer ha se a lake e benn da vezevelliñ. Un taolig skañv a skoas gant e zorn war ar c'holc'hed a oa en e gichen hag e lavaras gant ur vouezh wan: »Displijus eo ha noazus d'ar yec'hed.« - »O nann«, eme al livour evit difenn e brenestr, »n'eus anezhañ nemet ur werenn, met o vezañ ma ne c'hall ket bezañ digoret, e vir an tommder en diabarzh gwelloc'h eget ur prenestr div-werenn. Pa fell din aveliñ ar gambr - peurvuiañ ne vez ket ret rak en em silañ a ra an aer a-dreuz ar faoutoù - e c'hallan digeriñ unan eus ma dorioù pe zoken ma div zor.« Un tammig frealzet gant an displegadenn-se e sellas K. en-dro dezhañ evit kavout an eil dor. Hen merzout a reas al livour hag e lavaras: »A-drek deoc'h emañ, ret e oa din he stankañ gant ar gwele.« Bremañ hepken e welas K. an nor vihan er voger. »Re vihan eo pep tra amañ evit ur stal-labour«, eme al livour evel p'en dije c'hoant da ziarbenn ur rebech digant K. »Ret eo bet din en em staliañ evel ma teue e teue. Evel-just, ar gwele zo plaset fall-kenañ dirak an nor. Ar barner m'emañ e boltred ganin war ar stern, da skouer, a dremen bepred dre an nor-se ha roet em eus dezhañ un alc'hwez evit ma c'hallje dont e-barzh pa ne vezan ket er gêr ha chom d'am gortoz amañ er stal-labour. Met dont a ra peurliesañ beure mat pa vezan c'hoazh kousket don. Ha bep gwech, evel-just, e vezan tennet trumm eus ma c'housk pa vez digoret an nor e-kichen ma gwele. Koll a rafec'h pep doujañs evit ar varnerien ma klevfec'h al leoù-touet a laoskan evit e zegemer pa lamm, abred diouzh ar beure, dreist ma gwele. Gallout a rafen evel-just tennañ an alc'hwez digantañ, met ne vefe nemet gwashoc'h a-se. An holl zorioù amañ a c'hall bezañ divarc'het hep kalz a boan.« E-pad ar brezegenn-se, e oa bet K. e soñj da dennañ e borpant, hag a-benn ar fin e komprenas e oa ret-mat hen ober, anez ne vije ket evit padout pelloc'h amañ; setu ma tennas e borpant, met hen derc'hel a reas war e varlenn evit gallout hen gwiskañ adarre kerkent hag echu an diviz. A-vec'h m'en doa tennet e borpant, ma huchas unan eus ar plac'hed: »Tennet en deus e borpant endeo!« Neuze e voe klevet an holl oc'h en em vountañ evit gwelet an abadenn dre faoutoù an nor. »Krediñ a ra d'ar plac'hed ez on o vont d'ober ho poltred hag ez oc'h krog d'en em ziwiskañ evit se.« - »Ma!«, eme K., nebeut troet da farsal, rak evitañ da vezañ bremañ e korf e roched n'en em sante ket kalz gwelloc'h eget a-raok. Kintus an tamm anezhañ e c'houlennas: »Petra vez graet eus an daou ziskoulm all?« Disoñjet en doa dija an anvioù. »An didamalladur diwar-c'horre hag an daleadur didermen«, eme al livour. »Deoc'h da zibab. Bez e c'hallit tizhout an eil pe egile gant ma skoazell, met ne vo ket un ebat evel-just, ha disheñvel eo ivez an hentoù da heuliañ, rak tra ma c'houlenn an didamalladur diwar-c'horre strivoù start ha taer e-pad ur predig amzer, e c'houlenn an daleadur didermen strivoù kalz gwanoc'h, met dibaouez. Gwelomp da gentañ an didamalladur diwar-c'horre. Ma'z eo hemañ ar pal ho peus c'hoant da dizhout ez an da skrivañ, war ur follenn baper, un testeni evit prouiñ ez oc'h digablus. Ar pezh a zo da skrivañ en ur seurt testeni zo bet lavaret din gant ma zad, ha ne c'hall den ebet hen dislavaret. Gant an testeni-se ez in neuze d'ober un droiad e-touez ar varnerien eus ma anaoudegezh. Kregiñ a rin, da skouer, gant ar barner m'emañ e boltred ganin war ar stern, pa zeuio fenoz d'am c'havout. Diskouez a rin dezhañ an testeni en ur zisklêriañ ez oc'h digablus hag ez in ivez da gred evidoc'h. Ha n'eo ket un tamm gwarant evit ar gwel a roin deoc'h, met unan gwirion hag endalc'hus.« Selloù al livour a seblante rebech da K. sammañ warnañ ar garg da vont da gred evitañ. »Hegarat-tre e vefe«, eme K. »Hag ar barner a gredfe ac'hanoc'h hep didamall ac'hanon da vat evit kelo-se?«  »Dres evel m'am eus lavaret deoc'h«, a respontas al livour. »A-hend-all n'eo ket sur tamm ebet e vin kredet gant an holl, ha barnerien 'zo a c'houlenno diganin, da skouer, ho kas davetoc'h. Neuze e vo ret deoc'h mont ganin ur wech. Met hanter-c'hounezet e vez an afer en ur seurt degouezh, dreist-holl peogwir e lavarin deoc'h en a-raok penaos en em ren dirak ar barner. Startoc'h e vez ar jeu - ha se a c'hoarvezo ivez - gant ar varnerien a nac'h krak ha krenn ma degemer. Ret e vo dimp tremen hep ar re-se, daoust d'an holl strivoù na vankin ket d'ober evel-just; met bez' e c'hallomp ivez tremen hepte rak amañ n'eo ket gant un nebeud barnerien hepken e vez roet an ton.  Pa vo bet sinet an testeni-mañ gant un niver mat a varnerien, ez in d'hen diskouez d'ar barner karget da ren ho prosez. Marteze a-walc'h am bo ivez e sinadur ha neuze ez aio an traoù un tammig buanoc'h c'hoazh eget kustum. Peurvuiañ ne chom ket mui kalz a skoilhoù d'an ampoent-se hag e c'hall an tamallad bezañ leun a spi. Iskis eo, ha gwir koulskoude: muioc'h a spi a vez gant an dud e-pad an amzer-se eget goude bezañ bet didamallet. D'ar poent-se ne vez ket mui ezhomm da gemer poan. Ar barner en devo en e gerz un testeni sinet gant un niver a varnerien hag a zo kred evidoc'h; neuze e c'hall ho tidamall dinec'h ha ne vanko ket d'hen ober - goude bezañ kaset da benn difraeoù a bep seurt evel-just - evit ober plijadur din-me ha da dud all eus e anaoudegezh. C'hwi avat a ya er-maez eus al lez-varn, ha dieub oc'h.« - »Neuze on dieub«, a haketas K. »Ya«, eme al livour, »met dieub evit ar gwel hepken, pe, pa lavarin mat, dieub evit ur mare. Ar varnerien izelañ, en o zouez ar re anavezet ganin, ne vezont ket aotreet da zidamall an dud evit mat; se ne c'hall bezañ graet nemet gant al lez-varn uhelañ hag homañ a zo dreist-diraez koulz deoc'h-c'hwi ha din-me. N'ouzomp tamm ebet, ha ne fell ket dimp gouzout, penaos e tremen an traoù aze. Hor barnerien eta n'o deus ket ar gwir d'ho tieubiñ diouzh an tamall, met ar gwir o deus d'ho tistagañ dioutañ. Ma vezit didamallet en doare-se, e vezoc'h disammet evit ar mare diouzh an tamall, met hemañ a chomo da blavañ a-us deoc'h ha kerkent ha ma teuio an urzh veur e kouezho diouzhtu warnoc'h. Dre m'am eus darempredoù ken mat gant al lez-varn e c'hallan lavaret deoc'h penaos en em ziskouez, er reolennoù heuliet gant burevioù al lez-varn, ar c'hemm a zo etre an didamalladur gwirion hag an didamalladur diwar-c'horre. Goude an didamalladur gwirion, e rank teuliadoù ar prosez bezañ laket a-gostez ha steuziañ penn-da-benn; n'eo ket hepken ar skrid-tamall e vez nullet met ivez ar prosez en e bezh ha zoken ar skrid-didamall; distrujet e vez pep tra. Ne vez ket kont evel-se goude an didamalladur diwar-c'horre. Amañ ne zeu kemm ebet en teuliad, nemet e vez laket ennañ an testeni eus digablusted an tamallad, ar skrid-didamall, hag ivez roll an abegoù o deus talvezet dezhañ bezañ didamallet. An teuliad a chom bepred stag ouzh ar prosez, hag hervez reolennoù kas-digas ar burevioù e vez kaset d'al lezioù-barn uhelañ hag e tistro d'al lezioù-barn izelañ, evel-se meur a wech gant un tizh bras pe vrasoc'h, gant ul lusk ingal pe ingaloc'h. An hentoù-se ne c'hallont ket bezañ rakwelet. Unan eus an diavaez a c'hallfe krediñ a-wechoù ez eo kouezhet pep tra en ankounac'h abaoe pell zo, ez eo aet an teuliad da goll hag an tamallad zo bet didamallet penn-da-benn. Met unan hag a oar an doare el lez-varn n'hen kredo ket. El lez-varn ne vez kollet teuliad ebet, ne vez ankouaet tra ebet. Hag un deiz - pa c'hortozer an nebeutañ - e kemer ur barner bennak an teuliad en e zorn ha pa wel n'eo ket bet diverket an tamall e ro diouzhtu an urzh da herzel an tamallad. Soñjal a ran e tremen peurvuiañ ur pennad mat a amzer etre an didamalladur diwar-c'horre hag an deiz ma vez harzet an tamallad adarre; se, evel ma ouzon, zo c'hoarvezet meur a wech. Met bez' e c'hall ivez c'hoarvezout, gant un den o tistreiñ eus al lez-varn goude bezañ bet didamallet, kavout er gêr dileuridi ouzh e c'hortoz evit e herzel adarre. Neuze, setu echu d'e frankiz.«- »Ha digoret e vez ar prosez adarre?« a c'houlennas K., poan dezhañ o krediñ. »Ya 'vat«, eme al livour, »digoret e vez ar prosez adarre, met en dro-mañ ivez e c'hall bezañ klozet gant un didamalladur diwar-c'horre. Ret eo d'an tamallad dastum adarre e holl nerzh ha chom divrall.« Ar c'homzoù diwezhañ-mañ, moarvat, a oa bet distaget gant al livour dre ma seblante K. un tammig diskaret. »Met marteze«, eme K., evel evit mirout ouzh al livour da ziskuliañ dezhañ traoù all, »e vez diaesoc'h bezañ didamallet evit an eil gwech eget evit ar wech kentañ?« - »War ar poent-se«, a respontas al livour, »ne c'haller lavaret netra resis. Soñjal a rit, marteze, e c'hall disoc'h ur prosez bezañ levezonet gant rakvennozhioù ar varnerien a-enep un tamallad bet harzet evit an eil gwech? Ne vez ket kont evel-se. Ar varnerien, pa vez didamallet un den gante, a oar ervat e vo harzet ur wech all. Se, eta, ne denn ket da vras. Met evit meur a abeg e c'hall ar varnerien treiñ mennozh ha cheñch o doare da welet an afer; neuze, e ranko an tamallad derc'hel kont eus ar cheñchamantoù ha strivañ ken start ha m'en doa graet a-raok bezañ bet didamallet evit ar wech kentañ.« - »Hag en dro-mañ kennebeut, ne vo ket didamallet evit mat«, eme K. en ur dreiñ e benn gant heug. »Nann, evel-just«, eme al livour, »goude bezañ bet didamallet evit an eil gwech, e vo harzet evit an deirvet gwech, ha pa vo didamallet evit an deirvet gwech, e vo harzet evit ar bedervet gwech. Ha evel-se bepred, rak sed amañ ster an didamalladur diwar-c'horre. Sioul e chomas K. »Evit doare ne zegas ket an didamalladur diwar-c'horre kalz a c'hounid deoc'h«, eme al livour, »Marteze e raio an daleadur didermen gwelloc'h ho jeu. C'hoant ho peus e tisplegfen deoc'h doare ha ster an daleadur didermen?« Un hej a reas K. d'e benn. Pladorennet e oa al livour war e gador, ha dindan e roched-noz digor-bras en doa silet un dorn evit flourañ e vruched hag e gostezioù. »An daleadur didermen«, eme al livour en ur sellet e-pad ur par berr dirakañ evel pa vije o klask un displegadenn dereat, »an daleadur didermen en deus da bal derc'hel ar prozeß bepred en e stad izelañ. Evit tizhout ar pal-se e rank an tamallad hag e skoazeller - dreist-holl e skoazeller - chom dibaouez e darempred tost gant al lez-varn. Lavaret a ran ur wech c'hoazh: ne vez ket ret strivañ muioc'h eget evit tizhout un didamalladur diwar-c'horre, met ezhomm a vez eus kalz muioc'h a aked. Arabat koll ar gwel eus ar prosez, rankout a rit mont da gavout ar barner e karg a-vareadoù ingal hag ivez da geñver degouezhioù dibar hag e vroudañ, e kement stumm a zo, da chom hegarat ouzhoc'h; ma n'oc'h ket anavezet gant ar barner, e vo ret deoc'h kaout levezon warnañ dre hanterouriezh barnerien eus hoc'h anaoudegezh, hep dilezel evit kelo-se ar soñj da gomz war-eeun gantañ. Ma vez graet kement-se holl hep lezel netra a-gostez, e c'haller krediñ hep re a var da faziañ, ne'z aio morse ar prosez er-maez eus e stad kentañ.  Kenderc'hel a ra ar prosez, evel-just, met gwarezet e vez an tamallad ouzh ur varnadenn hogozik kenkoulz ha pa vije dieub. Gant an daleadur didermen e c'hall an tamallad kaout muioc'h a fiziañs en amzer-da-zont: riskl ebet evitañ da vezañ harzet a-sav-taol, da rankout strivañ hag en em zifretañ dres d'ur mare ma c'hall an nebeutañ talañ ouzh seurt kudennoù. Met an daleadur didermen en deus ivez tuioù fall ha na zlefed ket disoñjal. An tamallad ne vez morse dieub, met n'eo ket eus se e fell din komz amañ, rak dieub da vat ne vez ket kennebeut goude an didamalladur diwar-c'horre. Ur gudenn all a zo. Ne c'hall ket ar prosez chom a-sav, nemet hag abegoù gwirheñvel a vefe d'ober un ehan. Rak-se e rank bepred, evit ar gwel, c'hoarvezout un dra bennak er prosez. Gwech an amzer, eta, e vez ret reiñ un urzh bennak, atersiñ an tamallad, ren enklaskoù ha kement 'zo. Bez' e rank ar prosez mont en-dro dizehan e bevennoù ar bed bihan ma'z eo bet klozet ennañ a-ratozh. Kement-se, evel-just, a zegas diaesterioù d'an tamallad, met an diaesterioù-se n'int ket ken gwazh ha ma c'hallfec'h soñjal. Pep tra a vez graet evit an diavaez hepken, an atersadennoù da skouer a vez berr-tre ha pa n'en devez ket an tamallad amzer pe c'hoant da zont, e c'hall goulenn bezañ digarezet. Gant barnerien 'zo e c'hall zoken en em glevet en a-raok war an hent da heuliañ e-pad ur prantad hir; e berr gomzoù, ret e vez d'an tamallad mont gwech ha tro da gavout e varner. Ne oa ket peurlavaret ar gerioù diwezhañ m'en doa tapet K. e borpant dindan e gazel ha ma oa lammet en e sav. »Emañ dija o sevel!« a voe huchet er-maez dirak an nor. »C'hoant ho peus da vont kuit bremañ?« a c'houlennas al livour hag a oa aet eñ ivez en e sav. »Heuget oc'h sur a-walc'h gant an aer fall. Mantret on. Kalz am befe c'hoazh da gontañ deoc'h. Ranket em eus berraat ma displegadennoù, met fiziañs am eus koulskoude ez int bet aes da gompren. »O ya«, eme K. hag a oa savet poan-benn dezhañ diwar ar strivoù en doa graet evit selaou gant aked. Daoust d'ar respont-se e reas c'hoazh al livour un diverradenn eus e gomzoù evel evit frealziñ K. a-raok kimiadiñ dioutañ: »Un dra voutin zo d'an div hentenn: o fal eo mirout ouzh an tamallad da vezañ barnet.«- »Met mirout a reont ivez outañ da vezañ didamallet da vat«, eme K. a vouezh izel, evel p'en dije mezh da vezañ komprenet an dra-se. »Emaoc'h ganti«, eme al livour gant hast. Neuze e lakas K. e zorn war e vantell-c'hoañv met ne c'hallas ket zoken ober e soñj da wiskañ e borpant. C'hoant a-walc'h en doa d'ober ur bakadenn gant e holl draoù ha da redek buan er-maez da alaniñ aer fresk. Ar plac'hed zoken ne zeujont ket a-benn d'e lakat d'en em wiskañ, kaer o doa hopal endeo an eil d'eben: »Emañ oc'h en em wiskañ!« Talvoudus e kave al livour kompren tamm pe damm emzalc'h K., setu perak e lavaras dezhañ: »N'ho peus divizet c'hoazh netra a-zivout an diskoulmoù am eus kinniget deoc'h. Me gav din emañ ar gwir ganeoc'h. Ho tizaliet em bije zoken d'ober ho soñj re abred. Gwall soutil eo ar c'hemm etre tuioù mat ha tuioù fall pep hini. Ret eo pouezañ pep tra gant aked. Met a-hend-all, arabat ivez koll re a amzer.« - »Distro e vin dizale«, eme K. hag en doa divizet a-sav-taol gwiskañ e borpant, teurel e vantell dreist e skoaz ha mont d'ar red betek an nor ma kroge ar plac'hed da huchal a-drek dezhi. Seblantout a rae da K. gwelet an hucherezed bihan a-dreuz an nor. »Dav e vo deoc'h derc'hel d'ho ker«, eme al livour hep mont d'e heul, »anez ez in d'ar bank evit goulenn ma-unan.« - »Dibrennit an nor«, eme K. en ur sachañ war an dornell hag a chome difiñv, dalc'het ma oa gant ar plac'hed en diavaez. »C'hoant ho peus da vezañ tregaset gant ar plac'hed?« a choulennas al livour. »Tremenit kentoc'h dre an nor-mañ«, emezañ en ur ziskouez an nor a oa a-drek ar gwele. Asantiñ a reas K. hag en ul lamm e tistroas d'ar gwele. Met e-lec'h digeriñ an nor dezhañ ez en em silas al livour dindan ar gwele hag alese e c'houlennas: »Ur pennadig c'hoazh; ne garfec'h ket gwelet un daolenn hag a c'hallfen gwerzhañ deoc'h?« Ne c'houle ket K. bezañ diseven; pleet mat en doa al livour gantañ ha prometet ivez reiñ skoazell dezhañ, daoust m'en doa disoñjet K. komz eus un digoll bennak. Rak-se ne c'halle ket reiñ ur c'habestr d'al livour, ha setu ma asantas gwelet an daolenn, evitañ da verviñ gant ar mall da guitaat ar stal-labour. Al livour a dennas eus dindan ar gwele ur bern taolennoù hep stern; ken poultrennet e oant ma savas diouzhtu, pa c'hwezhas war an daolenn a oa war c'horre ar bern, ur goumoulennad poultr hag a zalc'has da nijas ur pennad mat dirak daoulagad K. en ur droc'hañ e alan dezhañ. »Ul lanneg«, eme al livour da K. en ur astenn dezhañ an daolenn. Homañ a ziskoueze div wezenn fallegan, pell an eil diouzh eben, war un dachennad geot teñval. En a-dreñv e oa ur c'huzh-heol liesliv. »Mat«, eme K. »he frenañ a ran.« Berr e oa bet ar c'homzoù distaget hep soñj gant K., setu perak e voe laouen pa welas al livour, ha na ziskoueze ket bezañ feuket, o tapout un daolenn all diwar al leur. »Setu amañ he farez«, eme al livour. Marteze e oa bet livet an eil daolenn evit ober parez d'an hini gentañ, met ne oa ket an disterañ kemm etreze: amañ e oa ar gwez, amañ ar geot hag en a-dreñv ar c'huzh-heol. K., avat, ne oa ket nec'het gant se. »Na kaerat taolennoù«, emezañ, »prenañ a ran an div hag o ispilhañ a rin em burev.« - »Plijout a ra deoc'h an tem, war a seblant«, eme al livour en ur dapout un drede taolenn, »dre un taol-chañs em eus c'hoazh un daolenn heñvel ouzh an div all.« Heñvel avat ne oa ket, bez' e oa kentoc'h an hevelep gweledva gant an hevelep lanneg. Brav e tenne al livour e vad diouzh an degouezh-se evit gwerzhañ taolennoù kozh. »Kemer a ran c'hoazh homañ«, eme K. »Pegement e koust an teir zaolenn?« »Komz a raimp eus se diwezhatoc'h«, eme al livour. »Pres zo warnoc'h bremañ, hag e chomimp e darempred forzh penaos. Laouen on o welet ez oc'h plijet gant an taolennoù ha reiñ a rin deoc'h an holl re a zo c'hoazh amañ. Diskouez a reont holl lanneier, kalz gweledvaoù gant lanneier am eus livet. Lod eus an dud a vez displijet gant seurt taolennoù dre ma'z int re gañvus, met lod all - ha c'hwi zo unan eus ar re-se - a gar an traoù kañvus. Evit ar mare ne oa ket troet K. gant taolioù-micher al livour truek-se. »Grit ur bakadenn gant an holl daolennoù!« a huchas en ur droc'hañ e gaoz d'al livour, »warc'hoazh e teuio ma c'homis d'o c'herc'hat.« - »N'eo ket ret«, eme al livour. »Emichañs e c'hallin pourchas deoc'h un douger hag a yelo diouzhtu ganeoc'h.« Hag erfin e stouas e gorf a-us d'ar gwele hag e tibrennas an nor. »Pignit hardizh war ar gwele«, eme al livour, »evel-se e ra kement hini a zeu amañ.« Zoken hep ar bedadenn-se n'en dije ket bet K. damant da bignat war ar gwele ha taolet en doa endeo e droad war ar c'holc'hed pluñv, met neuze e reas ur sell dre ar prenestr ha diouzhtu e sachas e droad war-dreñv. »Petra eo se?« a c'houlennas ouzh al livour. »Gant petra oc'h souezhet?« a c'houlennas hemañ, souezhet d'e dro. »Burevioù al lez-varn eo. Ne ouiec'h ket he doa al lez-varn burevioù amañ? Burevioù al lez-varn a vez kavet koulz lavaret e pep solier, evit pe abeg e tlefent mankout amañ end-eeun? Ma stal-labour ivez zo ur burev bet laket em c'herz gant al lez-varn.« Ar pezh a spontas K. ar muiañ ne oa ket gwelet he doa staliet al lez-varn burevioù amañ ivez; spontet e oa dreist-holl gantañ e-unan ha gant e ziouiziegezh war gement tra a denne d'ar justis. Ur reolenn diaezez a oa hervezañ evit emzalc'h an tamallad: rankout a rae prientiñ mat pep tra, en em ziwall da vezañ tapet berr ha da lezel e selloù da gantren war an tu dehou pa veze ar barner en e gichen war an tu kleiz - hag ar reolenn-se end-eeun a veze torret gantañ bep gwech. Dirak K. en em astenne un trepas hir ma save dioutañ bannac'hoù aer hag a rae d'an nen kavout distanus aer ar stal-labour. Evel e sal-c'hortoz ar burev karget eus afer K. e oa bankoù a bep du d'an trepas. Evit doare e veze greiet ar burevioù hervez reolennoù strizh. D'an ampoent ne oa ket kalz a brosezerien o c'hortoz. Un den, hanter-azezet hag hanter-gourvezet war ar bank, e benn koachet gant e zivrec'h, a seblante kousket; unan all a oa en e sav e foñs an trepas soubet en damdeñvalijenn. Neuze e pignas K. dreist ar gwele, heuliet gant al livour o tougen an taolennoù. Kerkent en em gavjont gant ur c'homis-lez-varn - gouest e oa K. bremañ da anavezout ar gomised-lez-varn diouzh an nozelenn alaouret gwriet war o gwiskamant-kêr e-touez an nozelennoù boutin - hag al livour a roas urzh dezhañ da ambroug K. gant an taolennoù. K., ur mouchouer-godell peg ouzh e c'henoù, a vrañsigelle muioc'h eget na valee. Tost e oant ouzh dor ar maez pa ziredas en arbenn dezhe ar plac'hed ha na roent peoc'h ebet da K. Gwelet o doa moarvat e oa bet digoret eil dor ar stal-labour ha graet o doa an dro evit tremen dre an tu-se. »Ne c'hallan ket hoc'h ambroug pelloc'h!« a huchas al livour en ur c'hoarzhiñ dirak arsailh ar plac'hed. »Kenavo! Na chomit ket re bell etre daou soñj!« K. ne droas ket zoken e benn da sellet outañ. War ar straed, e pignas er c'hentañ gwetur a gavas war e hent. Fellout a rae dezhañ en em zizober diouzh ar c'homis gant e nozelenn alaouret hag a zedenne bepred e lagad, daoust ma ne sache ket moarvat an evezh warni a-hend-all. Ar c'homis, paotr a zever, a glaskas en em staliañ war azezenn ar blenier, met bountet e voe d'an traoñ gant K. Tremenet e oa kreisteiz pell a oa pa erruas K. dirak an ti-bank. C'hoant a-walc'h en dije bet da lezel an taolennoù er wetur, met aon en doa da vezañ rediet ur wech bennak d'o diskouez d'al livour. Rak-se e roas urzh d'o c'has d'e vurev hag o serriñ a reas e tiretenn izelañ e daol-skrivañ evit o gwareziñ, da vihanañ evit an deizioù, diouzh selloù an eilrener.

Eizhvet pennad
   Ar marc'hadour Block - An alvokad digouviet

A-benn ar fin en doa divizet K. reiñ an digouvi d'an alvokad. Daoust ha fur e oa? Ar goulenn-se a strafuilhe gwech ha tro e spered, met gouzout a ouie koulskoude e oa ret. D'an deiz merket da vont da di an alvokad en doa dispignet K. kalz a nerzh oc'h ober e vennozh ha gorrek a-walc'h e oa bet en e labour; rak-se en doa ranket chom diwezhat er burev, ha tremen dek eur e oa p'en em gavas erfin dirak dor an alvokad. A-raok seniñ ar c'hloc'h e soñjas c'hoazh e vije marteze gwelloc'h digouviañ an alvokad dre bellgomz pe dre lizher rak ur gaozeadenn penn-ouzh-penn gantañ a ginnige bezañ displijus-meurbet. Daoust da se, ne c'houlas ket K. koll an tu da zivizout gant an alvokad rak ma kemennje dezhañ e vennad en un doare all, n'en dije nemet ur respont berr ha skort digantañ, pe marteze respont ebet; ha morse ne zeuje da c'houzout, anez lakat Leni da imbourc'hiñ, penaos e oa bet degemeret an digouvi na petra - hervez meno an alvokad ha na oa ket dibouez - a c'hallje c'hoarvezout da heul. Padal, azezet a-dal d'an alvokad bet tapet berr gant an digouvi, n'en dije ket K. re a boan - ha pa na roje ket an alvokad kalz a ditouroù dezhañ -  o lenn war e zremm hag o tivinout diouzh e emzalc'h petra a felle dezhañ. Ha piv oar hag-eñ ne gavje ket gwelloc'h lezel gant an alvokad ar garg eus e zifenn ha dislavaret an digouvi?

An taol-sonerez kentañ ouzh dor an alvokad a voe aner evel boaz. »Bez' e c'hallfe Leni en em zifretañ«, a soñjas K. Ha brav c'hoazh pa ne zeue ket an den en e vantell-noz, pe unan all eus an amezeien, da emellout evel kustum. En ur bouezañ evit an eil gwech war an nozelenn e taolas K. ur sell dreist e skoaz war-du an nor all, met homañ ivez a chome prennet. A-benn ar fin e teuas daou lagad war wel a-drek draf dor an alvokad, met ar re-se ne oant ket daoulagad Leni. Unan bennak a zibrennas an nor hag a stankas anezhi e-pad ur pennadig en ur huchal war-du an diabarzh: »Eñ 'n hini eo!« Neuze hepken e voe digoret frank. En em beget e oa K. ouzh an nor rak klevet en doa, a-drek e gein, trouz un alc'hwez troet gant hast e potailh dor ar ranndi all. Ha setu, pa zigoras erfin an nor dirakañ, e tilammas er rakkambr hag e welas Leni - laket war evezh gant galv an den a oa o paouez digeriñ an nor - o tec'hout d'ar red dre an trepas e lostenn he hiviz. He heuliañ a reas ur predig gant e sell ha neuze e troas e benn war-du an hini en doa digoret an nor: un den bihan, treut ha barvek e oa, gant ur c'houlaouenn-goar en e zorn. »Implijad oc'h amañ?« a c'houlennas K. »N'on ket«, a respontas an den, »un estren on en ti-mañ, karget eo an alvokad d'ober evidon dirak al lez-varn hag emaon amañ evit un afer.« - »Hep porpant?« a c'houlennas K. en ur ziskouez, gant ur jestr d'e zorn, gwiskadur skort an den. »A! Ho tigarez!« eme an den en ur sklêrijennañ e gorf gant ar c'houlaouenn-goar evel pa welje evit ar wech kentañ e peseurt stad e oa. »Leni eo ho mestrez?« a c'houlennas K. krak ha berr. Rampet e oa un tammig war e zivhar ha kroaziet en doa e zaouarn hag a zalc'he e dog a-drek e gein. Mann nemet dre ma oa-eñ perc'henn d'ur vantell a-zoare, e krede dezhañ bezañ dreist d'an denig treut-se. »Ma Doue«, eme hemañ en ur sevel spontet e zorn dirak e zremm, evel d'en em zifenn, »n'eo ket ma mestrez, nann 'vat, petra a soñj deoc'h?« - »War a seblant, e lavarit ar wirionez«, eme K. gant ur mousc'hoarzh, »met deuit ganin koulskoude.« Sin a reas dezhañ gant e dog da vont en e raok. »Pe anv oc'h?« a c'houlennas K. en ur gerzhout. »Block, marc'hadour Block«, eme an den bihan en ur dreiñ war-du K. evit en em ginnig, met K. n'hen lezas ket da chom a-sav. »Hoc'h anv gwirion eo?« a c'houlennas K. »Evel-just«, a voe respontet dezhañ, »Perak bezañ diskredik?« - »Soñjal a rae din e c'hallfec'h kaout abegoù mat da devel war hoc'h anv«, eme K. En em santout a rae dieub evel na c'haller bezañ nemet en ur vro estren, pa vezer o varvailhat gant tud vunut, en ur virout kuzh kement tra a sell ouzh an unan, o komz hepken, war un ton distag, eus ar pezh a sell ouzh ar re all hag a laker dre-se war un derez uheloc'h, met gallout a reer ivez o lezel da gouezhañ pa garer. Dirak burev an alvokad e chomas K. a-sav, e tigoras an nor hag e hopas war ar marc'hadour a zalc'he da gerzhout sentus en e raok: »Arabat mont ken buan! Roit ur banne sklêrijenn amañ!« Soñjal a rae K. e c'halle Leni bezañ kuzhet amañ hag e lakas ar marc'hadour da furchal en holl gornioù, met goullo e oa ar burev. Dirak skeudenn ar barner e krogas K. e brikoloù ar marc'hadour evit e herzel. »Anaout a rit hemañ?« a c'houlennas en ur sevel e viz-yod d'an nec'h. Ar marc'hadour a savas ar c'houlaouenn-goar, a reas ur sell d'an nec'h en ur wilc'hañ e zaoulagad hag a lavaras: »Ur barner eo hemañ.« - »Ur barner uhel?« a c'houlennas K. en ur vont tost d'ar marc'hadour evit gwelet pe efed a rae an daolenn warnañ. Ar marc'hadour a selle bamet ouzh an nec'h. »Ur barner uhel eo«, emezañ. - »N'ouzoc'h ket kalz a dra«, eme K. »Hemañ eo an hini izelañ e-touez ar varnerien-enklasker a renk izel.« - »A! bremañ e teu soñj din«, eme ar marc'hadour en ur ziskenn ar c'houlaouenn-goar, »klevet em eus lavaret se ivez.« - »Ya, evel-just«, a huchas K. »disoñjet em boa, evel just e rankit bezañ klevet an dra-se.« - »Met perak 'ta, perak 'ta?« a c'houlennas ar marc'hadour en ur vont, poulzet gant K. a-nerzh e zaou zorn, war-du an nor. Erru en trepas e lavaras K.: »Gouzout a rit moarvat da belec'h eo aet Leni da guzhat?« - »Da guzhat?« eme ar marc'hadour, nann, sur a-walc'h emañ er gegin o tommañ ur bannac'h soubenn d'an alvokad.« - »Ha perak n'ho peus ket lavaret se din diouzhtu?« eme K. »Fellout a rae din ho kas di, met ma galvet ho peus en-dro«, a respontas ar marc'hadour, evel strafuilhet gant an urzhioù kontrol. »Krediñ a ra deoc'h bezañ paotr fin«, eme K., »neuze, diskouezit din an hent!« Biskoazh ne oa bet K. er gegin; bras-eston e oa ha greiet mat-kenañ. Ar fornigell a oa teir gwech brasoc'h eget ar fornigelloù boutin, met ne oa ket tu da welet muioc'h a vunudoù, rak evit sklêrijennañ ar gegin ne oa nemet ur gleuzeur vihan ispilhet e-kichen toull an nor. Leni, paket en un davañjer wenn evel kustum, a oa en he sav dirak ar fornigell hag a c'houllondere vioù en ur gastelodenn o tommañ war un tan eoul-maen. »Nozvezh vat, Josef«, emezi gant ur sell a-gostez. »Nozvezh vat«, eme K. en ur ziskouez gant e zorn ur gador en ur c'horn evit ma'z aje ar marc'hadour da azezañ warni, pezh a reas hemañ ivez. K. avat a yeas stok ouzh kein Leni, a stouas e benn war he skoaz hag a c'houlennas: »Piv eo an den-se?« Leni, gant un dorn, a stardas K. outi en ur zerc'hel da veskañ ar soubenn gant he dorn all; neuze e sachas anezhañ diraki hag e lavaras: »Un den reuzeudik eo, ur paourkaezh marc'hadour, Block e anv. Sell 'ta outañ.« Ur sell a-dreñv a rejont o-daou. Azezet e oa ar marc'hadour war ar gador a oa bet diskouezet dezhañ gant K.; lazhet en doa flammenn ar c'houlaouenn-goar deut da vezañ diezhomm ha gant e vizied e waske ar vouchenn evit mirout outi da zivogediñ. »E lostenn da hiviz e oas«, eme K. en ur dreiñ gant e zorn penn Leni war-du ar fornigell. Chom a reas-hi dilavar. »Da garedig eo?« a c'houlennas K. Klask a reas-hi tapout ar gastelodenn, met K. a grogas en he daou zorn hag a lavaras »Respont 'ta!«. Ha hi da lavaret: »Deus ganin d'ar burev, displegañ a rin dit pep tra.« - »Nann«, eme K., »amañ eo e fell din klevet da zisplegadennoù.« E vriata a reas-hi hag e klaskas pokat dezhañ, met diarbennet e voe gant K. hag a lavaras: »Ne fell ket din e pokfes din bremañ.« - »Josef«, eme Leni en ur sellet aspedus ouzh K., met eeun koulskoude en e zaoulagad. »n'out ket o vont da vezañ gwarizius ouzh an aotrou Block. - Rudi,«, emezi neuze d'ar marc'hadour, »ro skoazell din, ne welez ket en deus diskred warnon, laosk ar c'houlaouenn-goar.« Kredet a-walc'h e vije bet n'en doa ket taolet pled, met heuliet en doa ar gaoz penn-da-benn. »N'ouzon ket abalamour da betra e tlefec'h bezañ gwarizius«, emezañ hep tamm difrae. »N'ouzon ket kenebeud-all«, eme K. en ur sellet ouzh ar marc'hadour gant ur mousc'hoarzh. Dirollañ a reas Leni da c'hoarzhin, ha pa oa K. an nebeutañ war evezh, e krogas en e vrec'h hag e hiboudas: »Laosk-eñ e peoc'h, gwelet a rez peseurt den eo hemañ. Pleet em eus un tammig gantañ dre ma'z eus anezhañ ur pratik mat d'an alvokad, setu holl. Ha te? C'hoant az peus da gomz hirie gant an alvokad? Klañv-fall eo hirie, met m'az peus c'hoant e c'hallan kemenn dezhañ emaout amañ. E-pad an noz, avat, e chomi ganin, sur ha n'eo ket marteze. Abaoe keid-all n'out ket bet amañ, an alvokad zoken en deus goulennet keloù diouzhit. Arabat dit ankouaat ar prosez! Keleier am eus me ivez da reiñ dit, rak a bep seurt am eus klevet. Met diwisk da vantell da gentañ!« E sikour a reas da ziwiskañ e vantell ha goude bezañ tapet e dog e redas d'ar rakkambr gant an traoù evit o skourrañ ouzh ar c'hrog-dilhad hag e tistroas d'ar red evit ober war-dro ar soubenn. »Petra fell dit e rafen da gentañ: kemenn d'an alvokad emaout amañ pe kas e soubenn dezhañ?« - »Kemenn dezhañ emaon amañ«, eme K. Dipitet e oa, rak laket en doa en e soñj divizout gant Leni eus e afer, dreist-holl eus e vennad da zigouviañ an alvokad, met n'en doa ket c'hoant da gaozeal dirak ar marc'hadour. A-hend-all e kave re bouezus e brosez evit lezel ar marc'hadour bihan-se da gaout warnañ ul levezon bennak hag a c'hallje marteze tennañ da vras, ha setu ma c'halvas en-dro Leni hag a oa dija en trepas. »Kas da gentañ e soubenn dezhañ«, emezañ, »ezhomm en deus d'en em greñvaat a-benn kaozeal ganin.« - »Un arval d'an alvokad oc'h c'hwi ivez«, a valbouzas ar marc'hadour eus korn ar gegin, evel evit notañ ur fed. E gomzoù ne voent ket degemeret mat. »Petra 'vern deoc'h?« eme K., ha Leni a lavaras: »Chom sioul! - Kas a ran da gentañ e soubenn dezhañ«, emezi da K. en ur ziskenn ar soubenn en ur volenn. »Prestik e vano kousket 'm eus aon, kerkent ha debret e goan e van kousket.« - »Ar pezh am eus da lavaret dezhañ a viro outañ da gousket«, eme K., c'hoant gantañ da reiñ da gompren en doa un dra a-bouez da lavaret d'an alvokad hag e felle dezhañ e c'houlennje Leni eus petra e oa kaoz, rak neuze hepken e c'houlennje-eñ hec'h ali diganti. Hi avat ne sevenas nemet an urzhioù bet roet dezhi dre gomz. Pa dremenas e-biou dezhañ gant ar volenn e stokas a-ratozh outañ hag e hiboudas: »p'en devo debret e soubenn e lavarin dezhañ diouzhtu e c'houlennez komz gantañ, evel-se e c'hallin da adkaout buanoc'h.« - »Kae 'ta«, eme K., »Kae 'ta.« - »Bez hegaratoc'h mar plij«, emezi en ur dreiñ war he seulioù e toull an nor gant ar volenn en he dorn.

He heuliañ a reas K. gant e selloù. Mennet start e oa bremañ da reiñ an digouvi d'an alvokad hag ur c'hras e oa dezhañ bezañ c'hwitet da gaozeal eus se gant Leni rak dic'houest e oa-hi da gompren ar rag hag ar perag eus an afer ha sur a-walc'h e vije bet dizaliet ganti, pe marteze zoken he dije miret outañ d'hen ober; neuze e vije chomet K. etre daou soñj, nec'het hag ankeniet, ha goude ur predig en dije kaset e vennad da benn forzh penaos rak ne oa ket tu d'ober a-hend-all. Ha seul abretoc'h e vije graet, seul nebeutoc'h a drubuilh a oa da c'hortoz. Marteze en doa ar marc'hadour un dra bennak da lavaret war an divoud.

Treiñ a reas K. e benn, ha diouzhtu e klaskas ar marc'hadour mont en e sav. »Chomit azezet«, eme K. en ur sachañ ur gador en e gichen. »Ur pratik kozh d'an alvokad oc'h?« a c'houlennas K. »Ya«, eme ar marc'hadour, »ur pratik kozh-kozh.« »Pet vloaz zo emañ an alvokad oc'h ober evidoc'h?« a c'houlennas K. »N'ouzon ket penaos kompren ho koulenn«, eme ar marc'hadour, »Evit pezh a sell ouzh al lezennoù kenwerzhel - derc'hel a ran ur c'henwerzh edeier - e ra an alvokad evidon abaoe m'am eus prenet ar stal, da lâret eo abaoe un ugent vloaz bennak, met evit pezh a sell ouzh ma frosez, hag ennañ e soñjit a-dra-sur, e ra war-dro ma difenn abaoe ar penn kentañ ivez, da lâret eo abaoe ouzhpenn pemp bloaz. Ya, kalz ouzhpenn pemp bloaz«, a lavaras c'hoazh en ur dennañ er-maez un doug-paperioù kozh, »skrivet em eus pep tra amañ ha m'ho peus c'hoant e lavarin deoc'h an deiziadoù rik. Diaes eo derc'hel soñj eus pep tra. Padout a ra ma frosez kalz pelloc'h 'm eus aon; boulc'het eo bet nebeut goude marv ma gwreg hag a zo c'hoarvezet tremen pemp bloaz hanter zo.« Tostaat a reas K. outañ. »Plediñ a ra an alvokad ivez gant aferioù gwirel ordinal?« a c'houlennas. Gouzout e oa kevredet al lezioù-barn gant ar Gwir a seblante bezañ un disamm bras evit K. »Evel-just«, eme ar marc'hadour hag a hiboudas neuze e pleg skouarn K.: »Lavaret e vez zoken e tiskouez e seurt aferioù muioc'h a varregezh eget en holl aferioù all.« Neuze avat e seblantas kaout keuz d'e gomzoù hag en ur lakat e zorn war skoaz K. e lavaras: »Me ho ped, n'it ket d'am flatrañ.« Evit e zinec'hañ e skoas K. un taolig war e vorzhed hag e lavaras: »Nebaon, n'on ket ur flatrer.« -  »Kalz a zroukrañs a zo ennañ«, eme ar marc'hadour. »A-enep ur pratik ken feal ha c'hwi, ne raio sur-mat mann ebet«, eme K. »Ober a-walc'h a raio«, eme ar marc'hadour, »pa sav droug ennañ ne lak ket a gemm etre an dud, hag ouzhpenn-se, n'on ket gwall feal dezhañ.« - »Ha perak 'ta?« a c'houlennas K. »Bez' e c'hallan hen diskuliañ deoc'h?« a c'houlennas ar marc'hadour en entremar. »Soñjal a ran e c'hallit«, eme K. »Neuze«, eme ar marc'hadour, »e tiskuilhin deoc'h un darn eus ar wirionez, ha c'hwi a ranko ivez diskuliañ din un dra guzh, evit ma c'hallimp en em skoaziañ an eil egile dirak an alvokad.« - »War evezh emaoc'h«, eme K. »met diskuliañ a rin deoc'h ur c'hevrin hag a zivec'hio a-grenn ho spered. Penaos eta en em ziskouez ho tifealded e-keñver an alvokad?« - »Bez' em eus«, eme ar marc'hadour gant diegi, evel pa vije oc'h anzav ur gwalldaol, »bez' em eus alvokaded all estregetañ.« - »N'eo ket un torfed«, eme K. un tammig dipitet. »Amañ ez eo!«, eme ar marc'hadour, berr warnañ c'hoazh diwar e anzavadenn, daoust ma oa deut dezhañ muioc'h a fiziañs da heul evezhiadenn K. »An dra-se ne vez ket aotreet. Ha nebeutoc'h c'hoazh e vez aotreet goprañ brizhalvokaded e-kichen an alvokad anvet ez-ofisiel. Ha setu dres ar pezh am eus graet: estregetañ em eus c'hoazh pemp brizhalvokad.« - »Pemp!« a hopas K., souezhet gant an niver, »pemp alvokad estreget hemañ?« Un hej a reas ar marc'hadour d'e benn: »Hag emaon war-nes ober marc'had gant ar c'hwec'hvet hini.« - »Met evit petra ho peus ezhomm eus kement a alvokaded?« - »Eus an holl anezhe em eus ezhomm«, eme ar marc'hadour. »Gallout a rit displegañ din an dra-se?« a c'houlennas K. »Ya laouen!« eme ar marc'hadour »Da gentañ-holl ne fell ket din koll ma frosez, se zo aes da gompren. Rak-se e rankan derc'hel kont eus kement tra a c'hallfe bezañ talvoudus din; zoken pa ne vez ket kalz a c'hounid da c'hortoz, ne c'hallan lezel netra a-gostez. Setu perak em eus gouestlet d'ar prosez ma holl beadra. Tennet em eus, eus ma c'henwerzh, an holl arc'hant am boa laket ennañ. Un estaj a-bezh, koulz lavaret, a oa dalc'het gwechall gant ma burevioù, met hirie n'em eus nemet ur gambrig en tu a-dreñv d'an ti hag eno e labouran gant un deskard. Evel-just, n'eo ket hepken an diouer a arc'hant a zo pennkaoz d'ur seurt diskar, met kalz muioc'h an diouer a startijenn em labour. Ma fell deoc'h ober un dra bennak evit ho prosez, ne c'hallit ket ober kalz a draoù all.« - »Labourat a rit eta hoc'h-unan el lez-varn?« a c'houlennas K. »Diwar-benn se end-eeun e karfen kaout titour.« - »Gwall nebeut eo ar pezh a c'hallan kontañ deoc'h«, eme ar marc'hadour, »da gentañ em eus graet un esa, met diskroget em eus buan. Re lazhus e oa ha re zister an disoc'h. Labourat ha breutaat eno a oa dibosupl a-grenn, evidon-me da vihanañ. Ur striv bras a ranker ober mann nemet evit chom azezet eno ha gortoz. Anaout a rit c'hwi ivez an aer stouvus a alaner er burevioù.« - »Penaos e ouzoc'h ez on bet eno?« eme K. - »Er sal-c'hortoz e oan pa oc'h tremenet eno.« - »Na pebezh taol degouezh!« a youc'has K., birvilh ennañ, hep mui soñjal pegen farsus en doa kavet ar marc'hadour. »Ma gwelet ho peus eta! Er sal-c'hortoz e oac'h pa'z on tremenet. Ya, ur wech on bet eno.« - »Ne oa ket un taol-degouezh gwall zibaot«, eme ar marc'hadour, »bemdez, koulz lavaret, e vezan eno.« - »Bremañ e rankin moarvat mont di aliesoc'h«, eme K., »met ne vo ket graet din un degemer ken enorus hag ar wech kentañ, 'm aon. Aet e oa an holl en o sav. Soñjal a rae dezhe moarvat e oan ur barner.« - »Nann«, eme ar marc'hadour, »Saludiñ a raemp ar c'homis-lez-varn. Gouzout a-walc'h a ouiemp e oac'h un tamallad. Seurt keleier a red buan-buan.« - »Hen gouzout a raec'h eta«, eme K., »neuze moarvat ho peus kavet gwall rok ma emzalc'h. Den ebet n'en deus komzet eus se?« - »Nann«, eme ar marc'hadour, »er c'hontrol. Met setu aze diotachoù.« - »Peseurt diotachoù?« a c'houlennas K. »Perak e c'houlennit?« eme ar marc'hadour, droug ennañ. »War a seblant n'anavezit ket c'hoazh an dud eno ha marteze ne gomprenoc'h ket mat. Ret eo deoc'h gouzout e vez komzet er prosez eus traoù a zo dreist da skiant an den; re skuizh ha re drubuilhet e vezer peurvuiañ, ha klask a reer ur c'hempouez er brizhkredennoù. Komz a ran eus ar re all, met me ma-unan n'on ket gwelloc'h. Setu amañ ur skouer eus ar pezh a fell din lavaret pa gomzan eus brizhkredennoù: kalz a dud a gred e c'haller divinout disoc'h ar prosez diouzh dremm an tamallad, dreist-holl diouzh tres e vuzelloù. Ha lavaret o deus an dud-se, goude bezañ gwelet ho muzelloù, e vijec'h sur-mat barnet dizale. Hen lavaret a ran adarre: ur vrizhkredenn droch n'eo ken, ha peurvuiañ e vez dislavaret krenn gant an darvoudoù, met pa vever er gevredigezh-se ne vez ket aes en em ziwall ouzh seurt mennozhioù. Soñjit 'ta pegen start e c'hall bezañ ar vrizhkredenn-se. Toullet ho poa kaoz eno gant un den, 'keta? Met dic'houest eo bet, koulz lavaret, da respont deoc'h. Evel-just, eno e vez meur a abeg da vezañ strafuilhet, met unan eus an abegoù-se oa ar gwel eus ho muzelloù. Kontet en deus diwezhatoc'h e krede dezhañ bezañ gwelet war ho muzelloù ur ragarouez eus e varnadenn dezhañ.« - »Ma muzelloù?« a c'houlennas K.; hag eñ da dennañ er-maez ur melezour-godell ha da sellet ennañ. »Ne welan netra dreistordinal war ma muzelloù. Ha c'hwi?« - »Na me kennebeut«, eme ar marc'hadour »netra ebet.« - »Na pegen hegredik eo an dud-se!« a huchas K. »Daoust hag-eñ n'em boa ket lavaret se deoc'h?« a lavaras ar marc'hadour. »Kalz a zarempred zo etreze, hag eskemmañ a reont mennozhioù?« a c'houlennas K. »Chomet on bepred a-gostez betek bremañ.« - »Ral a wech en em zarempredont«, eme ar marc'hadour, »ne vefe ket posupl, re niverus int. Ha n'eus ket kalz a draoù boutin etreze. Pa ziwan a-wechoù, en ur strollad, ar gredenn en ur pal boutin, e teuer buan da gompren ne oa nemet un touell. A-gevret ne c'haller ket talañ ouzh al lez-varn. An aferioù a vez studiet unan-hag-unan, ul lez-varn aketus-meurbet eo homañ. A-gevret, eta, ne vez morse tizhet netra, met unan en e bart a dizh a-wechoù un dra bennak dre guzh; gouezet e vez neuze gant ar re all, met ne oar den ebet penaos eo c'hoarvezet. Nann, n'eus netra boutin etre an dud, gwech ha tro e kejont an eil gant egile er salioù-gortoz met eno ne vez ket kalz a gaoz gante. A-viskoazh ez eus bet brizhkredennoù, hag ar re-mañ a gresk koulz lavaret dreze o-unan.« - »Gwelet em eus an aotrounez eno er sal-c'hortoz«, eme K., »ken aner e seblante din o gortoz.« - »N'eo ket ar gortoz a zo aner«, eme ar marc'hadour, »pezh a zo aner eo an emelladennoù personel er prosez. Evel m'am eus lavaret, ouzhpenn hemañ, em eus c'hoazh pemp alvokad all. Techet e vefed da grediñ - hag hen krediñ a raen ivez da gentañ - e c'hallan bremañ fiziout enne kement tra a sell ouzh ma frosez. N'eo ket gwir tamm ebet. Nebeutoc'h a c'hallan fiziout enne eget na c'hallfen fiziout en unan hepken. Marteze ne gomprenit ket an dra-se?« - »Nann«, eme K. en ur lakat e zorn war dorn ar marc'hadour evit e sioulaat ha mirout outañ da gomz re vuan, »ho pediñ a ran hepken da gomz un tammig gorrekoc'h, pouezus-tre eo kement-se holl evidon ha diaes eo din heuliañ ho komzoù. »Mat a rit o tennañ ma evezh war se«, eme ar marc'hadour, »Un neveziant a zo ac'hanoc'h, unan yaouank. Ho prosez n'eo nemet c'hwec'h miz c'hoazh, neketa? Ya, klevet em eus anv dioutañ. Ur prosez ken yaouank. Me, avat, am eus troet ha distroet meur a wech an holl draoù-se em fenn hag evidon n'eus netra anatoc'h war an tamm douar-mañ.« - »Laouen oc'h o welet ho prosez erru ken pell bremañ?« a c'houlennas K., ha na felle ket dezhañ goulenn war-eeun penaos e oa kont gant aferioù ar marc'hadour. Ur respont eeun ne voe ket roet dezhañ kennebeut: »Ya, e-pad pemp bloaz em eus bountet ma frosez war-raok«, eme ar marc'hadour en ur stouiñ e benn, »ne oa ket ul labourig dister.« Neuze e chomas sioul e-pad ur pennadig. Astenn a reas K. e skouarn evit klask gouzout ha dont a rae Leni en-dro. Diouzh un tu ne felle ket dezhañ e teuje, rak meur a dra en doa c'hoazh da c'houlenn ha n'en doa ket c'hoant da vezañ gwelet ganti o tivizout penn-ouzh-penn gant ar marc'hadour; diouzh an tu all e oa fuloret o welet e chome gant an alvokad kalz pelloc'h eget na oa ret evit servijañ dezhañ e soubenn, e-pad ma oa-eñ amañ o c'hortoz. »Dalc'het em eus soñj mat eus an amzer-se, pa ne oa ket ma frosez koshoc'h eget ma'z eo ho hini bremañ«, a adkrogas ar marc'hadour, ha diouzhtu e voe K. war evezh, »d'ar c'houlz-se ne oa nemet an alvokad-mañ ouzh ma difenn ha ne gaven ket ma c'hont gantañ.« - »Me zo o vont da c'houzout pep tra«, a soñjas K. en ur hejañ e benn gant nerzh, evel pa c'hallje e-giz-se broudañ ar marc'hadour da lavaret dezhañ kement tra a oa mat da c'houzout. »Ma frosez«, a gendalc'has ar marc'hadour, »ne dae tamm ebet war-raok; enklaskoù a veze graet, evel-just, ha ne vanken morse da vont d'an atersadennoù, dastum a raen teulioù, diskouez a raen ma levrioù-kontoù d'al lez-varn - pezh na oa ket ret, evel m'am eus gouezet diwezhatoc'h - dalc'hmat e vezen o redek da di an alvokad ha skrivañ a rae-eñ ivez rekedoù a bep seurt.« - »Rekedoù a bep seurt?« a c'houlennas K. »Ya, evel-just«, eme ar marc'hadour. »A-bouez bras eo evidon«, a lavaras K., »rak evit pezh a sell ouzhin, emañ bepred o labourat war ar reked kentañ. N'en deus graet mann ebet evit c'hoazh. Gwelet a ran bremañ ez on bet dilezet gantañ en un doare mezhus.« »Marteze n'eo ket echu ho reked evit a bep seurt abegoù«, eme ar marc'hadour, »evidon-me, em eus bet tu da welet diwezhatoc'h e oa ma rekedoù didalvoud a-grenn. Unan anezhe zoken am eus lennet ma-unan a-drugarez d'ur c'hargiad hegarat. Ur skrid gouiziek-tre e oa, met goullo e fin ar gont. Ennañ e oa dreist-holl kalz a latin digomprenus evidon ha, war meur a bajenn, galvadennoù d'al lez-varn, neuze komzoù luban evit hiniennoù eus ar gargidi, hep meneg eus o anvioù, gwir eo, met aes e oa koulskoude d'ar re a zarempred al lez-varn divinout piv e oant; ouzhpenn-se meuleudioù skrivet gant an alvokad diwar e benn e-unan en ur bladañ dirak al lez-varn evel ur c'hi o c'hortoz an taol da gouezhañ warnañ, hag evit echuiñ dielfennadurioù eus prosezioù kozh sañset bezañ heñvel ouzh ma hini. An dielfennadurioù-se, e kement hag a c'hallen o heuliañ, a oa graet gant kalz a aked. Ne lavaran ket se evit pismigañ labour an alvokad, ha forzh penaos, ar reked am eus bet tro da lenn ne oa nemet unan e-touez reoù all; met ar pezh a oa, hag eus se e fell din komz bremañ, ne c'hallen ket, d'ar mare-se, gwelet an disterañ nevezinti em frosez.« - »Ha peseurt nevezinti ho poa c'hoant da welet?« a c'houlennas K. »Leun a furnez eo ho koulenn«, eme ar marc'hadour gant ur mousc'hoarzh, »ral a wech e weler ur seurt prosez o vont war-raok. D'ar mare-se, avat, n'hen gouien ken. Marc'hadour on, gant perzhioù ur marc'hadour hag a oa kalz kreñvoc'h c'hoazh d'ar mare-se eget hirie; rak-se e felle din gwelet ma frosez o vont war-raok en un doare efedus ha tizhout an termen, pe da vihanañ tostaat outañ. E-lec'h se ne voe graet nemet atersadennoù, heñvel tamm pe damm an eil ouzh eben; dibunañ a raen ar respontoù evel ul litani; meur a wech bep sizhun e teue dileuridi eus al lez-varn d'am stal, d'am ranndi, pe da gement lec'h ma c'hallent kejañ ganin; hegasus e oa evel-just (gwelloc'h ez a an traoù hirie, er c'heñver-se da vihanañ, rak ur bellgomzadenn a zirenk nebeutoc'h); e-touez an dud a raen aferioù gante, ha muioc'h c'hoazh e-touez ma zud-kar, e savas brud eus ma frosez; eus a bep tu, eta, e kouezhe reuzioù warnon met ne welen ket an disterañ sin hag a roe tu din da soñjal e vije dalc'het prestik ar breudoù kentañ. Mont a ris eta da gavout an alvokad evit klemm. Displegadennoù hir a roas din met nac'h a reas groñs sevel a-du ganin rak den ebet, hervezañ, n'en doa an disterañ levezon war deiziadoù ar breudoù, ha skrivañ ur reked evit pouezañ war al lez-varn - evel ma c'houlennen-me digantañ - a oa un dichekadenn hag hor c'hasje hon-daou da goll, eñ ha me. Soñjal a raen: ar pezh na c'hall ket, pe na c'houl ket an alvokad-mañ ober a c'hall bezañ graet gant unan all. Neuze en em lakis da glask alvokaded all. Un dra a fell din lavaret diouzhtu: morse hini ebet n'en deus goulennet, na divizet, e vije merket un deiz evit ar breudoù pennañ, kement-se - war-bouez un nemedenn ma komzin diouti diwezhatoc'h - a zo dibosupl a-grenn; war ar poent-se n'on ket bet touellet gant an alvokad-mañ; a-hend-all n'em eus ket bet da gaout keuz da vezañ klasket alvokaded all. Digant Mestr Huld ho peus klevet moarvat tra pe dra a-zivout ar vrizhalvokaded ha taolennet int bet gantañ, sur a-walc'h, evel tud vil ha displet, ar pezh ez int ivez e gwirionez. Koulskoude, pa gomz dioute evit o c'heñveriañ gantañ e-unan pe gant e  genvreudeur, e ra ur fazi bihan ma fell din sachañ hoc'h evezh warnañ.  Evit ober an diforc'h e ra bepred ›alvokaded vras‹ eus an alvokaded a-renk gantañ. Ur fazi eo, rak pep hini a c'hall, pa gar, ober gant ar ger  ›bras‹ evit komz dioutañ e-unan, hogen ar pezh a gont amañ eo kustumoù al lez-varn. Hag hervez doare-komz al lez-varn ez eus, estreget brizhalvokaded, alvokaded vihan hag alvokaded vras. An alvokad-mañ hag e genvreudeur n'int nemet alvokaded vihan; an alvokaded vras m'am eus klevet alies anv dioute hep morse o gwelet, a zo, e-keñver an alvokaded vihan, en ur renk kalz uheloc'h eget an alvokaded vihan e-keñver ar vrizhalvokaded ken disprizet.« - »An alvokaded vras?« a c'houlennas K. »Piv int? Penaos mont e darempred gante?« - »N'ho peus ket klevet c'hoazh komz anezhe, eta«, eme ar marc'hadour. »N'eus koulz lavaret tamallad ebet ha na hunvrefe ket enne e-pad ur prantad, goude bezañ klevet ober anv dioute. Arabat deoc'h magañ soñjoù touellus. N'ouzon tamm ebet piv eo an alvokaded vras, ha mont e darempred gante ne c'haller ket 'forzh penaos. N'anavezan prosez ebet ma c'hallfen lavaret diarvar o deus kemeret perzh ennañ. Difenn a reont tud 'zo, met ne c'hall den ebet tizhout ar pal-se dre nerzh e youl, rak ne zifennont nemet ar re o deus c'hoant da zifenn. Hag ar prosezioù a bledont gante a zle bezañ erru ivez en tu all da c'halloud al lezioù-barn izel. Met gwell eo deoc'h paouez da soñjal enne, anez-se e kavoc'h an divizoù gant an alvokaded all, o alioù hag o labour ken heugus ha ken didalvoud - hen gouzout a ran diwar skiant-prenañ - ma teuio deoc'h c'hoant da lezel pep tra da gouezhañ, d'en em vountañ en ho kwele ha da stouvañ ho tivskouarn. Se, evel-just, a vefe  diboellañ tra a zo ha ne chomfec'h ket hir amzer didrabas en ho kwele.« - »Neuze, n'ho peus ket soñjet en alvokaded vras?« a c'houlennas K. »N'em eus ket soñjet enne e-pad pell«, eme ar marc'hadour en ur vousc'hoarzhin adarre, »o disoñjal krenn ne c'haller ket, siwazh, hag an noz a zo ur mare mat evit magañ seurt soñjoù. Met d'ar c'houlz-se e felle din ober berzh diouzhtu ha setu ma'z is da gavout ar vrizhalvokaded.«

»Na penaos 'maoc'h azezet amañ, kichen-ha-kichen!« a huchas Leni hag a oa chomet e toull an nor goude bezañ distroet gant ar volenn. Evit gwir, azezet e oant stok-ha-stok ha m'o dije graet an disterañ fiñvadenn e vije aet o fennoù da stekiñ an eil ouzh egile; ar marc'hadour, daoust d'e vent vihan, a oa aet en e zaougromm ha rediet e oa bet K. da  grommañ ivez e gein evit bezañ gouest da glevet pep tra. »Ur pennadig c'hoazh!« a huchas K. da Leni war un ton rust; e zorn, chomet war dorn ar marc'hadour, a gridienne gant an dibasianted. »C'hoant en doa da glevet ganin doare ma frosez«, eme ar marc'hadour da Leni. »Bec'h dezhi, kont dimp pep tra«, a lavaras homañ. Komz a rae ouzh ar marc'hadour war un ton karantezus met faeüs koulskoude, ha se ne blijas ket da K.; kompren a rae bremañ en doa an den-se un dalvoudegezh bennak, pa ne vije nemet dre ma ouie brav kenlodañ e skiant-prenañ. Moarvat ne oa ket reizh ar pezh a soñje Leni diwar e benn. Droug a savas ennañ pa welas Leni o tiframmañ diouzh dorn ar marc'hadour ar c'houlaouenn-goar a oa bepred gantañ, o torchañ dezhañ e zorn gant he zavañjer hag o taoulinañ en e gichen evit skrabañ diwar e vragoù un dakenn goar diveret diouzh ar c'houlaouenn. »E-sell e oac'h da gomz ganin eus ar vrizhalvokaded«, eme K. hag a bellas dorn Leni hep lavaret hiroc'h. »Petra fell dit?« a c'houlennas Leni; ha hi da reiñ un taol skañv da K. ha da adstagañ gant he labour. »Ya, eus ar vrizhalvokaded«, eme ar marc'hadour en ur dremen e zorn war e dal evel pa vije o prederiañ. Evit e skoazellañ da sklaeraat e vemor, e lavaras K.: »Fellout a rae deoc'h ober berzh diouzhtu hag evit se oc'h aet da gavout ar vrizhalvokaded.« - »Se zo gwir!«, eme ar marc'hadour hep mont pelloc'h gant ar gaoz. »Marteze ne fell ket dezhañ komz eus se dirak Leni«, a soñjas K. ha na bouezas ket warnañ daoust d'e c'hoant da c'houzout muioc'h.

»Lavaret az peus dezhañ emaon amañ?« a c'houlennas ouzh Leni. »Evel-just, a respontas-hi, »emañ ouzh da c'hortoz. Laosk Block bremañ, gant Block e c'halli komz diwezhatoc'h, chom a ra amañ, forzh penaos.« K. a oa c'hoazh o termal. »Chom a rit amañ?« a c'houlennas ouzh ar marc'hadour gant ar spi da gaout ur respont digantañ, rak ne blije ket dezhañ klevet Leni o komz eus ar marc'hadour evel eus un den ezvezant; hirie e vage e kuzh kalz a zroug ouzh Leni. Hag en dro-mañ adarre e respontas Leni: »Alies e chom amañ da gousket.« - »Kousket a ra amañ?« a huchas K.; soñjet en doa ne rae ar marc'hadour nemet e c'hortoz amañ, ha kerkent ha ma vije echuet an diviz gant an alvokad ez ajent kuit o-daou evit kaozeal eus pep tra dre ar munud hep bezañ direnket gant den. »Ya«, eme Leni, »n'eo ket an holl a vez degemeret, eveldout Josef, da n'eus forzh pet eur gant an alvokad. War a seblant n'out ket souezhet zoken da vezañ degemeret da unnek eur diouzh an noz gant an alvokad en desped d'e gleñved. Te a sell ouzh ar pezh a ra da vignoned evidout evel ouzh un dra dleet. Met da vignoned, me da vihanañ, hen gra a galon vat. An dra nemetañ a c'houlennan evel gopr eo bezañ karet ganit.« - »Karet ganin?« a soñjas K. war an taol, met neuze e teuas d'e spered: »Ac'hanta, ya! he c'harout a ran.« Lavaret a reas koulskoude, en ur zisoñjal pep tra all: »Degemeret e vezan gantañ abalamour ma'z on un arval dezhañ. Ma vije ezhomm da gaout skoazell eus an diavaez evit se, e vije ret din bezañ dalc'hmat oc'h aspediñ hag o trugarekaat war un dro. »Sell 'ta pegen drouk eo hirie!« eme Leni d'ar marc'hadour. »Bremañ ez on-me an hini ezvezant«, a soñjas K., hag a voe tost da gemer droug ivez ouzh ar marc'hadour pa glevas hemañ o lavaret, ken diseven ha Leni: »Degemeret e vez gant an alvokad evit abegoù all. Dedennusoc'h eo e brosez eget ma hini. Ouzhpenn-se, emañ e brosez o teraouiñ ha moarvat n'eo ket erru re luziet, rak-se e kav c'hoazh an alvokad plijadur o plediñ gantañ. Diwezhatoc'h e vo disheñvel ar jeu.« - »Ya, ya«, eme Leni en ur sellet ouzh ar marc'hadour gant ur c'hoarzhig, »pegen brav e oar kaozeal! Met arabat dit«, war-se e sellas adarre ouzh K. »arabat dit krediñ ar pezh a lavar. Ken glabouser eo ha ma'z eo hegarat. Marteze en deus an alvokad kaz outañ en abeg da se. Bezet pe vezet ne zegemer anezhañ nemet pa vez imoret mat. Kalz a boan am eus kemeret dija evit e lakat da cheñch meno met n'eus netra d'ober. Soñj 'ta, a-wechoù e kemennan dezhañ emañ Block o c'hortoz amañ ha ne zegemer anezhañ nemet tri deiz goude. Ha pa ne vez ket Block war al lec'h d'ar mare ma vez galvet, e vez kollet pep tra hag e rank lakat adarre e anv war ar roll. Setu perak em eus roet aotre dezhañ da gousket amañ ha c'hoarvezet eo bet gantañ zoken bezañ galvet en noz. Bremañ, eta, e vez Block dalc'hmat war-c'hed zoken e-pad an noz. Met a-wechoù e c'hoarvez ivez gant an alvokad, pa wel Block o c'hortoz amañ, dislavaret an urzh en doa roet din d'e lezel da vont davetañ. K. a baras ur sell atersus war ar marc'hadour. Hemañ a hejas e benn hag a lavaras, ken didro ha m'en doa komzet bremaik ouzh K., met marteze e oa ivez  strafuilhet tamm pe damm gant ar vezh: »Ya, kouezhañ a reer buan dindan dalc'h an alvokaded.« -  »An azvan a ra hepken da vezañ drouklaouen«, eme Leni. »Plijout a ra kalz dezhañ kousket amañ, evel m'en deus anzavet ouzhin meur a wech.« Mont a reas betek un nor vihan hag e tigoras anezhi. »C'hoant az peus da welet e gambr-gousket?« a c'houlennas. Mont a reas K. da welet ha diwar an treuzoù e taolas ur sell e-barzh ar gambrig izel, dibrenestr, leuniet penn-da-benn gant ur gwele strizh. Ret e oa pignat dreist panell ar gwele evit mont ennañ. Ouzh penn ar gwele e oa ur gleuzenn toullet er voger; enni, renket gant urzh, e oa ur c'houlaouenn-goar, ur podad liv, ur bluenn hag ur strobad paperioù, anezhe moarvat skridoù savet e-kerzh ar prosez. »Kousket a rit e kambr ar vatezh?« a c'houlennas K. en ur dreiñ adarre war-du ar marc'hadour. »Kempennet eo bet din gant Leni«, a respontas ar marc'hadour »aes-kaer eo.« K. a sellas pell outañ; reizh e oa marteze ar pezh en doa soñjet da gentañ diwar-benn ar marc'hadour; skiant en doa prenet rak padout a rae e brosez pell amzer dija, met ker-ruz en doa paeet e skiant-prenañ. A-daol-trumm, ne voe ket mui K. evit gouzañv ar gwel eus ar marc'hadour. »Kas anezhañ d'e wele!« a huchas da Leni ha na seblante ket kompren. Fellout a rae dezhañ mont da gavout an alvokad hag en em zizober, dre an digouvi, n'eo ket hepken diouzh an alvokad met ivez diouzh Leni ha diouzh ar marc'hadour. Met kent dezhañ erruout betek an nor e klevas ar marc'hadour o c'hervel anezhañ a vouezh izel: »Aotrou Melestrour«; en em dreiñ a reas K., teñval e benn. »Disoñjet ho peus ho promesa«, eme ar marc'hadour; hag a-ziwar e gador ez en em astennas aspedus war-du K. »Asantet ho poa lavaret din un dra guzh.« - »Gwir eo«, eme K. en ur risklañ un taol-lagad war-du Leni hag a selle pizh outañ, »neuze selaouit: met bremañ n'eo ket nemeur un dra guzh: Mont a ran da gavout an alvokad evit e zigouviañ.« - »E zigouviañ a ra!« a huchas ar marc'hadour, hag eñ da lammat diwar e gador ha da redek-diredek dre ar gegin en ur youc'hal dibaouez: »Digouviañ a ra an alvokad!« Mennout a reas Leni sailhañ diouzhtu war K. met ar marc'hadour a zeuas a-dreuz d'he hent hag a dapas un taol dorn diganti. Neuze, he daouarn bepred serret evel da skeiñ, e redas war-lerc'h K., met un tamm mat a lañs en doa hemañ warni. Erru e oa K. e burev an alvokad pa voe adtapet gant Leni. Serret en doa tost da vat an nor war e lerc'h, met Leni, hag a zalc'he ar stalaf digor gant he zroad, a grogas en e vrec'h hag a glaskas e sachañ war-dreñv. Met ken kreñv e stardas K. hec'h arzorn ma rankas-hi diskregiñ dioutañ gant un huanadenn. Ne gredas ket mont tre er burev ha K. a alc'hwezas an nor.

»Pell on bet ouzh ho kortoz«, eme an alvokad a-ziwar e wele en ur lakat war an daolig-noz un teul a oa o paouez lenn ouzh skleur ur c'houlaouenn-goar; neuze e lakas e lunedoù war e fri hag e taolas selloù talarek ouzh K. Hemañ, e-lec'h en em zigareziñ, a lavaras: »Ne chomin ket pell amañ.« Peogwir n'en doa ket klasket K. en em zigareziñ, ne daolas ket an alvokad evezh ouzh e gomzoù hag e lavaras: »Hiviziken ne vezoc'h ket mui degemeret ganin ken diwezhat en noz.« - »Se a glot mat gant ma mennad«, eme K. An alvokad a daolas outañ ur sell atersus. »It en ho koazez«, emezañ. »Evel ma plijo ganeoc'h«, eme K.; hag eñ da sachañ ur gador betek an daolig-noz ha da azezañ warni. »Seblantout a rae din ho poa prennet an nor«, eme an Alvokad. »Ya«, eme K., »abalamour da Leni.«  Ne oa ket e soñj da gaout damant da zen. Met an alvokad a c'houlennas: »Re hardizh eo bet adarre?« - »Re hardizh?« a c'houlennas K. »Ya«, eme an alvokad en ur c'hoazhin; neuze e voe taget gant ur barrad gwaskenn, ha pa voe sioulaet dezhañ e tirollas adarre da c'hoarzhin. »Merzet ho peus, eta, e vez alies re hardizh?« a c'houlennas en ur skeiñ war dorn K., harpet dievezh ouzh an daolig-noz, met K. a sachas diouzhtu e zorn war-dreñv. »Ne rit ket kalz a forzh gant se«, eme an alvokad o welet e chome K. dilavar. »Gwell a-se, rak a-hend-all marteze e vije bet ret din goulenn digarez diganeoc'h. Un albac'henn he deus Leni, met pardonet eo bet ganin abaoe pell zo ha ne rafen ket anv diouti ma n'ho pije ket alc'hwezet an nor. Deoc'h-hu ne zlefe ket bezañ ret displegañ doare an albac'henn-se, met ken strafuilhet e sellit ouzhin ma rankan koulskoude lakat ar gaoz warni: Leni a gav kaer an darn vuiañ eus an damallidi, setu aze hec'h albac'henn. En em stagañ a ra ouzh an holl, karout a ra an holl ha seblantout a ra ivez bezañ karet gant an holl; evit ma diduelliñ e komz a-wechoù eus se, pa roan dezhi an aotre. Setu n'on ket ken souezhet ha m'ho peus-c'hwi doare da vezañ. Unan hag a oar gwelet reizh a gav alies kaer-tre an damallidi. Un dra heverk eo, un darvoud skiantel koulz lavaret. Evel-just ne vez ket kemmet splann ha sklaer neuz un den dre ma vez laket dindan damall. Ne dremen ket an traoù evel en aferioù all: an darn vuiañ eus an damallidi a zalc'h da ren o buhez voas ha ma kavont un alvokad mat ne vezont ket strobet gant o frosez. Ha koulskoude, ar re arroutet a oar anavezout an damallidi e-touez ar brasañ engroez, hag a c'hall o diskouez unan-hag-unan. Diouzh petra? a c'houlennoc'h. Ne vezoc'h ket plijet gant ma respont: an damallidi zo kalz kaeroc'h eget an dud all. N'eo ket sur-mat o c'hablusted a ra dezhe bezañ kaer, peogwir - me da vihanañ a rank komz evel-se pa'z on alvokad - n'int ket holl kablus, ha n'eo ket kennebeut ar c'hastiz war-nes kouezhañ warne hag a ro dezhe un neuz kaer, peogwir ne vint ket kastizet holl; pennkaoz da se ne c'hall bezañ nemet o frosez hag a chom, koulz lavaret, peg oute. Evel-just, e-touez ar re gaer ez eus reoù hag a zo kaer-dreist. Met an holl anezhe zo kaer,  betek Block, an amprevan milliget-se.«

Goude prezegenn an alvokad e oa chomet K. difrom, ha graet en doa zoken un hej d'e benn p'en doa klevet e gomzoù diwezhañ hag a gadarnae ar pezh a soñje abaoe an deroù, rak en dro-mañ ivez en doa klasket an alvokad, gant kemennadennoù ha n'o doa netra da welet gant an afer, diheñchañ spered K. diwar ar c'hraf pennañ ha herzel outañ d'ober goulennoù a-zivout al labour a oa bet graet evit e brosez. Evit doare en doa merzet an alvokad e tiskoueze K. muioc'h a enebiezh outañ eget kustum rak tevel a reas evit reiñ tu da K. da gomz d'e dro, ha pa welas e chome K. dilavar e c'houlennas: »Deut oc'h hirie d'am c'havout gant ur mennad resis?« - »Ya«, eme K. en ur vouchañ ar c'houlaouenn un tammig gant e zorn evit gwelet gwelloc'h an alvokad, »mennout a raen lavaret deoc'h e tennan hirie diganeoc'h ar garg eus ma difenn.« - »Ho komprenet mat em eus?« a c'houlennas an alvokad en ur zamsevel war e wele, harpet war ar pluegoù gant un dorn. »Me soñj din, ya«, eme K., serzh en e goazez evel pa vije war e api. »Neuze e c'hallomp komz eus ho mennad«, eme an alvokad goude ur predig. »N'eo ket mui ur mennad«, eme K. »Marteze«, eme an alvokad, »met arabat dimp koulskoude ober an traoù diwar herr.« Lavaret en doa »dimp«, evel pa ne vije ket e-sell da lezel K. da vont, ha pa vije mennet da chom da vihanañ e guzulier pa ne c'halle ket mui bezañ e zifennour. »Ne ran ket an traoù diwar herr«, eme K., hag eñ da sevel goustadig ha d'en em lakat a-drek e gador, »soñjet mat em eus, marteze zoken re bell amzer. Ne zistroin ket diwar ma meno.« - »Neuze, roit din an aotre da lavaret c'hoazh un nebeud komzoù«, eme an alvokad en ur lemel e c'holc'hed diwarnañ evit azezañ war bord ar gwele. E zivhar noazh goloet a vlev gwenn a grene gant ar riv. Pediñ a reas K. da dapout dezhañ ur pallenn diwar ar gourvezvank. K. a gerc'has ar pallenn hag a lavaras: »En em lakat a rit, evit netra, e riskl da dapout anoued.« - »Ken pouezus eo an afer ma talv ar boan«, eme an alvokad en ur bakañ ar c'holc'hed en-dro d'e gorf hag ar pallenn en-dro d'e zivhar. »Ho eontr zo mignon din, ha gant an amzer on deut ivez d'en em dommañ ouzhoc'h. Hen anzav a ran didro. N'em eus ket da gaout mezh.« Komzoù fromus an den kozh ne voent ket diouzh grad K., rak e rediañ a raent da zisplegañ e soñj dre ar munud, pezh n'en doa ket c'hoant d'ober, hag ouzhpenn-se, evel ma ranke anzav outañ e-unan, e oa ivez strafuilhet gante, daoust ma ne c'hallent e nep doare e lakat da zistreiñ diwar e vennozh. »Ho trugarekaat a ran evit ar vignoniezh a ziskouezit din«, emezañ, »Anzav a ran ivez e pledit gant ma frosez par ma c'hallit, en un doare hag a gavit spletus evidon. Met er mareoù-mañ on deut da gompren ne oa ket a-walc'h. Evel-just ne glaskin morse ho lakat da vont a-du gant ma mennozhioù, c'hwi hag a zo kalz koshoc'h ha gouiziekoc'h egedon; m'am eus klasket a-wechoù hen ober hep soñjal, me ho ped d'am digareziñ. Pouezus eo an afer, evel m'ho peus lavaret hoc'h-unan, ha sur on e vefe ret emellout er prosez kalz muioc'h ha kalz kreñvoc'h eget ma'z eus bet graet betek-henn.« - »Ho kompren a ran«, eme an alvokad, »Dibasiant oc'h.« - »N'on ket dibasiant«, eme K., war un ton hegaset, hep teurel mui re a bled ouzh e gomzoù. »Ar wech kentañ ma'z on deut amañ, a-gevret gant ma eontr, ho peus merzet, sur a-walc'h, ne oa ket ma frosez un dra bouezus evidon hag hen ankouaat krenn a raen pa ne veze ket degaset d'am spered, dre heg koulz lavaret, ar soñj anezhañ. Ma eontr, avat, a felle groñs dezhañ e vijen difennet ganeoc'h ha setu ma asantis evit ober plijadur dezhañ. Gant-se e oa tu da grediñ e vije aesoc'h din c'hoazh talañ ouzh ma frosez rak kemer a reer un difennour evit en em zisammañ un tammig warnañ diouzh bec'h ar prosez. Padal, ar c'hontrol-mik zo c'hoarvezet. Biskoazh n'on bet ken prederiet gant ma frosez ha ma'z on bremañ, abaoe m'am eus roet deoc'h kefridi d'am difenn. Pa oan ma-unan c'hoazh, ne raen netra evit ma frosez, ha ne santen nemeur ar pouez anezhañ; bremañ em eus un difennour, renket eo pep tra evit ma'z afe ar prosez war-raok, ha koulskoude e c'hortozan dibaouez ha diehan ma vefe graet ganeoc'h an difreaoù ret, en aner avat. Diwar-benn al lez-varn, gwir eo, ho peus roet din titouroù a bep seurt ha n'em bije ket bet moarvat digant den all ebet. Met se ne c'hall ket bezañ a-walc'h p'emañ bremañ ar prosez o tont warnon dre guzh hag o tostaat muioc'h-mui ouzhin. Goude bezañ bountet e gador pell dioutañ, e oa K. bremañ en e sav-sonn, e zaouarn sanket don e godelloù e borpant. »D'ur poent bennak«, eme an alvokad sioul ha goustad, »ne vez ket mui gwelet kalz a nevezentioù gant un den hag a bleustr abaoe pell zo war e vicher. Nag a dud eveldoc'h, erru en hevelep tennadoù eus o frosez, am eus gwelet dirakon o komz evel ma rit-c'hwi!« - »Neuze«, eme K., e oa ar gwir gant an holl dud-se evel m'emañ bremañ ganin-me. E nep doare n'on bet dislavaret.« - »N'em eus ket klasket ho tislavaret«, eme an alvokad »met fellout a rae din lavaret c'hoazh em bije gortozet diganeoc'h muioc'h a skiant-varn eget digant ar re all, dreist-holl abalamour m'am eus roet deoc'h muioc'h a sklêrijenn war ar justis ha war ma micher eget na roan peurvuiañ d'ar brosezerien. Ha war a welan bremañ, n'ho peus ket fiziañs a-walc'h ennon daoust da gement-se holl. Ne vez ket aes ober ganeoc'h.« Na pegen izel e plege an alvokad dirak K.! Hep an disterañ damant ouzh enor e vicher, hag a zle, sur a-walc'h, bezañ gwall gizidik war ar poent-se end-eeun. Perak 'ta e rae kement-se? Hañvalout a rae bezañ un alvokad sammet gant e labour, hag ouzhpenn-se un den pinvidik ha na rae ket kalz a forzh pa c'hoarveze gantañ gounit nebeutoc'h a arc'hant pe koll ur pratik. Klañvidik e oa war ar marc'had ha laouen e tleje bezañ bet o kaout nebeutoc'h a labour. Ha koulskoude e talc'he ken start da K.! Perak? Dre m'en em sante kengred gant e eontr, pe dre ma kave prosez K. dreistordinal ha ma vage ar spi d'ober berzh ennañ evit mad K., pe marteze - se ivez a c'halle bezañ - evit en em ziskouez dirak e vignoned el lez-varn? Tu ebet da lenn e soñj warnañ, kaer en doa K. sellet pizh ha talarek outañ. Kredet a-walc'h e vije bet en doa gwisket a-ratozh-kaer un neuz diseblant evit gortoz an efed graet gant e gomzoù. Met pa welas e chome K. dilavar e soñjas moarvat e oa seblant vat gant an traoù rak kenderc'hel a reas: »Merzet ho peus marteze em eus ur burev bras, met daoust da se n'eus ganin implijad ebet. N'eo ket bet atav evel-se hag un amzer zo bet e oa un toullad gwiraourien yaouank o labourat evidon, hirie avat e vezan ma-unan oc'h ober al labour. Pennkaoz da se eo diouzh un tu ar c'hemmoù c'hoarvezet em micher dre ma pledan muioc'h-mui gant prosezioù heñvel ouzh ho hini, ha diouzh an tu all ma gouiziegezh donoc'h-donañ war ar prosezioù-se. Kavout a rae din ne c'hallen lezel den all ebet d'ober al labour-se, anez pec'hiñ a-enep ma fratikoù ha mankout d'am deverioù. Divizout a ris eta ober pep tra ma-unan ha setu petra a c'hoarvezas: rankout a ris nac'h an darn vuiañ eus ar goulennoù difenn resevet ganin ha ne c'hallis plediñ nemet gant ar prosezioù a gaven dedennus. Ma! Bez' ez eus trawalc'h a reuzeudien, nepell diouzh amañ zoken, hag a lamm war gement tamm bruzun a laoskan gante. Ouzhpenn-se e teuis da vezañ klañv diwar labourat re. Daoust da se n'em eus ket a geuz; marteze e vije bet mat din nac'h muioc'h a c'houlennoù c'hoazh, met ret groñs e oa din - an dra-se zo anat bremañ - en em ouestlañ penn-da-benn d'ar prosezioù a oa em c'harg, ha digollet on bet gant ar berzh am eus graet. Ur wech em eus kavet en ur skrid un displegadenn gaer eus ar c'hemm a zo etre an difenn er prosezioù boutin hag an difenn er prosezioù evel ho hini. Skrivet e oa: an alvokad kentañ a ren ar prosezer war-bouez un neudenn betek ar varn, tra ma tibrad egile e arval war e zivskoaz evit e zougen hep diskrog betek ar varn ha pelloc'h c'hoazh. Evel-se emañ kont. Met pa lavaran n'em bez morse keuz da vezañ graet ul labour ken bras, ne lavaran ket ar wirionez rik. Pa vez dianavezet al labour-se evel ma vez graet ganeoc'h, em bez keuz tost da vat.« Ar chomzoù-se n'o doa ket kendrec'het K., e laket o doa kentoc'h da goll pasianted. Diouzh ton mouezh an alvokad e krede dezhañ divinout ar pezh a oa ouzh e c'hortoz ma plege d'e youl; graet e vije adarre promesaoù ha komzet eus aozadur ar reked o vont war-raok, eus imor ar gargidi o vont war wellaat hag ivez eus an diaesterioù bras a vire ouzh al labour da vezañ efedus - e berr gomzoù, dont a raje adarre war an tabier kement tra anavezet gantañ betek re hag adarre e vije touellet gant goanagoù diresis ha merzheriet gant gourdrouzoù ken diresis-all. Ret e oa lakat termen da gement-se holl ur wech evit mat, ha setu ma lavaras: »Petra a fell deoc'h ober em frosez ma kendalc'hit d'am difenn?« An alvokad ne gilas ket dirak ar goulenn dismegañsus-se hag a respontas: »Derc'hel a rin d'ober ar pezh am eus graet evidoc'h betek-henn.« - »Hen gouzout a raen«, eme K., »bremañ n'ho peus ket ezhomm da lavaret ur ger ouzhpenn.« - »Un taol-esa a rin c'hoazh«, eme an Alvokad evel pa ne c'hoarvezje ket gant K., met gantañ e-unan, ar pezh a lake K. da fuloriñ. »Ar gredenn am eus ez oc'h techet da varn ar skoazell ho peus diganin, hag ivez hoc'h emzalc'h-c'hwi, en un doare direizh abalamour ma vez graet re vrav deoc'h, evidoc'h da vezañ dindan damall; re vat eo an holl ouzhoc'h, pe re laosk pa lavarin mat, re laosk war a seblant. Met se n'eo ket hep abeg; alies e vez gwelloc'h bezañ chadennet eget bezañ dieub. Met c'hoant am eus da ziskouez deoc'h penaos e vez graet da damallidi all, marteze e c'hallo kement-se talvezout da gentel deoc'h. Bremañ ez an da c'hervel Block, dibrennit an nor hag azezit amañ e-kichen an daolig-noz!« - »Laouen«, eme K. hag a reas ar pezh en doa goulennet an alvokad digantañ; prest e veze dalc'hmat da zeskiñ. Evit bezañ sur e oa sklaer pep tra e c'houlennas c'hoazh: »Notet ho peus e tennan diganeoc'h ar garg eus ma difenn?« - »Ya«, eme an alvokad, »met bez' e c'hallit c'hoazh distreiñ war ho meno.« Mont a reas adarre da c'hourvez en e wele ha goude bezañ sachet ar c'holc'hed betek e elgez e troas e zremm ouzh ar voger. Neuze e sonas ar c'hloc'h.

Ne oa ket tavet mat ar c'hloc'h ma antreas Leni en ur deurel selloù prim evit klask gouzout petra oa c'hoarvezet; seblantout a reas bezañ divec'hiet o welet K. azezet sioul 'tal kichen gwele an alvokad. Un hej d'he fenn hag ur mousc'hoarzh a reas da K. hag a selle a-bann outi. »Kae da gerc'hat Block«, eme an alvokad. Met hi, e-lec'h mont, a huchas diwar toull an nor: »Block! Deus davet an alvokad!«; hag abalamour, marteze, ma chome an alvokad troet war-du ar voger hep ober van ouzh netra, ez en em silas a-drek kador K. E zirenkañ a reas diwar neuze, gwech en ur stouiñ dreist kein e gador, gwech en ur lezel he daouarn da dremen e-touez e vlev pe da flourañ e zivjod gant jestroù tener hag evezhiek. A-benn ar fin e klaskas K. herzel outi, kregiñ a reas en he dorn hag a lezas-hi gantañ goude bezañ enebet un tammig.

Block, kerkent ha bet galvet a erruas, met chom a reas e toull an nor, feson gantañ d'en em c'houlenn hag-eñ e tlee antreal. Krizañ a reas e dal ha stouiñ e benn evel pa vije bet o c'hortoz an alvokad d'e c'hervel un eil gwech. Gallet en dije K. reiñ ton dezhañ da zont tre met mennet e oa da gimiadiñ ur wech evit mat, n'eo ket hepken diouzh an alvokad met diouzh kement a oa en e di, ha setu ma chomas sioul ha difiñv. Leni ivez a chome dilavar. Kompren a reas Block ne glaske den ebet e deurel er-maez hag ez antreas war vegoù e dreid, e zremm stennet hag e zaouarn stardet a-drek e gein. Lezet en doa an nor digor evit gallout tec'hout ma vije ret. Ne selle tamm ebet ouzh K.; paret e oa e selloù war ar c'holc'hed uhel a guzhe an alvokad pladet ken stok ouzh ar voger ma ne oa tu ebet ken d'e welet. Neuze avat e voe klevet e vouezh: »Emañ Block amañ?« a c'houlennas. Evit Block hag a oa aet dija un tamm mat war-gil, e voe ar goulenn-se evel un taol war e vruched hag unan all war e choug; horellañ a reas ha stouet izel e gein e lavaras: »En ho servij« - »Petra fell dit?« eme an alvokad, »degouezhout fall a rez.« - »Daoust ha n'on ket bet galvet?« a c'houlennas Block, kentoc'h outañ e-unan eget ouzh an alvokad; astennet en doa e zaouarn war-raok evel d'en em wareziñ ha prest e oa da dec'hout kuit. »Galvet out bet«, eme an alvokad, »met degouezhout a rez fall koulskoude.« Ha goude un ehan e lavaras c'hoazh: »Degouezhout fall a rez bepred.« Abaoe ma oa krog an alvokad da gaozeal, ne selle ket mui Block ouzh ar gwele, ne rae nemet selaou en ur barañ e zaoulagad war un dra bennak en ur c'horn, evel pa vije bet ar gwel eus ar c'homzer re drellus evit ma c'hallje hen gouzañv. Met diaes e oa ivez selaou, rak komz a rae an alvokad ouzh ar voger ha, kaeroc'h zo, buan hag a vouezh izel. »Fellout a ra deoc'h ez afen kuit?« a c'houlennas Block. »Bremañ, p'emaout amañ«, eme an alvokad »chom!« Kredet a-walc'h e vije bet n'en doa ket asantet an alvokad da c'houlenn Block, met kentoc'h gourdrouzet reiñ dezhañ ur pred bazhadoù, rak a-daol-trumm e krogas Block da grenañ. »Bet e oan dec'h«, eme an alvokad, »e ti ma mignon an Trede Barner, ha tamm-ha-tamm em boa laket ar gaoz warnout. C'hoant az peus da c'houzout petra en deus lavaret?« - »Ya, mar plij«, eme Block. Ha peogwir ne responte ket an alvokad diouzhtu, ez adlavaras Block »mar plij« hag e stouas e gorf war-raok evel da zaoulinañ. Skandalet e voe gant K. hag a huchas: »Oc'h ober petra out?«. O vezañ m'he doa klasket Leni mirout outañ da huchal, e pakas ivez he dorn all. N'eo ket tan ar garantez hen lake da gregiñ ken start enni ha meur a wech e klaskas-hi tennañ he daouarn eus gwask e re gant forzh huanadennoù. Block, avat, a voe kastizet evit huchadenn K. rak goulenn a reas an alvokad outañ: »Piv eo da alvokad?« - »C'hwi an hini eo«, eme Block. »Ha piv estregedon?« - »Hini ebet estregedoc'h«, a respontas Block. »Neuze, arabat dit sentiñ ouzh unan all«, eme an alvokad. Asantiñ a reas Block penn-da-benn, ha gant fae e taolas war K. selloù du en ur hejañ kreñv e benn troet war-du ennañ. M'en dije gwisket gant gerioù ar pezh a ziskoueze dre jestroù, en dije dislonket kunujennoù garv. Gant ur seurt den en doa klasket K. kaozeal par-ouzh-par eus e brosez! »Ne vi ket direnket pelloc'h ganin«, eme K., e gein harpet ouzh kein e gador. »Kouezh d'an daoulin pe kerzh a-ruz war da barlochoù, gra ar pezh a garez, forzh ebet ne rin-me.« Met c'hoant en doa Block da zifenn e dammig enor, da vihanañ dirak K., rak mont a reas dezhañ en ur jestraouiñ gant e zaouarn serret, ha ken uhel ha ma krede dirak an alvokad e huchas: »Ne c'hallit ket komz evel-se ouzhin, n'eo ket aotreet. A be berzh e rit dismegañs din? Ha war ar marc'had amañ, dirak an aotrou Alvokad ha n'en deus asantet hon degemer, c'hwi ha me, nemet dre vadelezh? N'oc'h ket gwelloc'h den egedon rak c'hwi ivez zo dindan damall ha c'hwi ivez zo tapet en ur prosez. Ma kendalc'hit koulskoude da vezañ un aotrou, neuze ez on me ivez un aotrou eveldoc'h, pe marteze zoken unan brasoc'h. Ha fellout a ra din e ve graet un aotrou diouzhin, ganeoc'h dreist-holl. Ma kav deoc'h bezañ dreiston abalamour ma c'hallit chom azezet amañ ha selaou e peoc'h tra ma ruzan-me war ma farlochoù evel ma lavarit, neuze e tegasan soñj deoc'h eus ar c'hrennlavar kozh en implij e metoù ar justis: Gwelloc'h e vez d'un tamallad fiñval eget chom difiñv, rak an hini a chom difiñv a c'hall bepred, hep goût dezhañ, en em gavout war bladenn ur bouezerez ha bezañ pouezet asambles gant e bec'hejoù. K. ne rannas grik, sonn e zaoulagad en e benn e selle gant souezh ouzh an den strafuilhet-se. Nag a gemm a oa deut ennañ e-kerzh an eurvezh diwezhañ! Daoust hag ar prosez an hini oa a veske-diveske e vennozhioù hag a vire outañ da anaout piv a oa mignon, ha piv a oa enebour dezhañ? Daoust ha ne wele ket penaos e veze izelaet a-ratozh-kaer gant an alvokad ha na glaske bremañ nemet fougeal gant e c'halloud dirak K., marteze gant ar soñj da lakat K. ivez da blegañ dezhañ? Ma ne oa ket Block e-tailh da gompren an dra-se pe ma oa ken bras e aon rak an alvokad ma ne dalveze netra dezhañ hen kompren, penaos neuze e c'halle a-hend-all bezañ ken fin ha ken dichek da douellañ an alvokad ha da guzhat outañ e oa c'hoazh alvokaded all o labourat evitañ? Ha penaos e krede tagañ K., pa c'halle hemañ diskuliañ diouzhtu ar pezh a zalc'he kuzh? Met muioc'h c'hoazh e kredas ober, rak mont a reas betek gwele an alvokad hag eno ivez e stagas da glemm diwar-benn K.: »Aotrou Alvokad«, emezañ«, klevet ho peus penaos en deus komzet an den-se ouzhin? Gallout a ra c'hoazh kontañ eurvezhioù e brosez hag emañ dija o klask reiñ kentelioù din, pa'z on-me o pleal gant ma frosez abaoe pemp bloaz. Ma c'hunujenniñ a ra zoken. Ne oar netra ha ma c'hunujenniñ a ra, me hag am eus studiet pizh, keit ha ma pade ma zammig nerzh, ar pezh a vez gourc'hemennet gant an dereadegezh, gant an dever ha gant kustumoù al lez-varn.« - »Na ra ket fed ouzh ar re all«, eme an alvokad, »ha gra ar pezh a gavi-te mat.« - »Hag e rin«, eme Block evel o komz outañ e-unan evit en em gennerzhañ; neuze, gant ur sellig a-gorn, e kouezhas d'an daoulin e-tal ar gwele. »Daoulinet on dija, ma alvokad«, emezañ. An alvokad avat a chomas dilavar. Block a flouras evezhiek ar c'holc'hed gant e zorn. E-kreiz ar sioulder a oa bremañ o ren e lavaras Leni, en ur dennañ he daouarn diouzh daouarn K.: »Poan a rez din. Laosk-me. Mont a ran gant Block.« Hag ez eas da azezañ war bord ar gwele. Laouen-bras e oa Block ouzh he gwelet o tont hag he fediñ a reas gant gred met digomz, dre jestroù, da reiñ harp dezhañ en e grogad gant an alvokad. Evit doare en doa ezhomm bras eus kemennadennoù an alvokad, met marteze ne oa nemet evit lakat e alvokaded all da bleustriñ warne. Seblantout a rae Leni gouzout ervat penaos tremen diouzh an alvokad, rak diskouez a reas dorn hemañ hag e vegas he diweuz evel da bokat dezhañ. Diouzhtu e lakas Block ur pok war dorn an alvokad, ha daou all c'hoazh diwar atiz Leni. Met an alvokad a chome bepred dilavar. Neuze e taoublegas Leni a-us dezhañ gant jestroù hag a lake war wel stumm heneuz he c'horf, ha stouet izel a-us d'e zremm e flouras e vlev gwenn hir. Diwar-se e teuas erfin ur respont gant an alvokad. »Diegi am eus o lavaret se dezhañ«, a lavaras en ur hejañ un tammig e benn, marteze evit santout gwelloc'h dorn Leni. Block a selaoue pizh, izel e benn gantañ, evel pa vije o terriñ ul lezenn hag a zifenne outañ selaou. »Perak ez peus diegi?« a c'houlennas Leni. Seblantout a rae da K. klevet ur c'hendiviz studiet mat, bet displeget meur a wech dija ha tonket da vezañ addispleget meur a wech c'hoazh, ur c'hendiviz ha na c'halle mirout blaz an nevez nemet evit Block. »Penaos eo bet e emzalc'h hirie?« a c'houlennas an alvokad e-lec'h respont. A-raok reiñ hec'h ali e troas Leni he daoulagad d'an traoñ war-du Block hag e-pad ur predig e sellas outañ o sevel e zaouarn war-du enni hag o frotañ anezhe an eil ouzh egile gant ur jestr aspedus. A-benn ar fin, gant un neuz dic'hoarzh, e reas un hej d'he fenn en ur sellet ouzh an alvokad hag e lavaras: »Sioul hag aketus eo bet.« Ur marc'hadour kozh, un den gant ur barv hir, a oa oc'h aspediñ ur plac'h yaouank da reiñ dezhañ ur meneg mat. Ha goude ma vije bet lusket gant ur mennozh kuzh d'en em ren evel-se, ne vije bet digarezet gant den ebet. Dizenoriñ a rae tost da vat ar re a selle outañ. Ne gomprene ket K. dre benaos e oa deut an alvokad da soñjal e c'halle e gendrec'hiñ gant ur seurt abadenn. Ma n'en dije ket c'hoazh laket K. da dec'hout, e vije deut a-benn d'hen ober gant an arvest-se. Ha setu penaos, gant e zoareoù-ober ha n'en doa ket implijet, dre eurvad, pell a-walc'h war K., e lake an alvokad e arval da zisoñjal ar bed a-bezh ha d'en em stlejañ war un hent-dall gant ar spi da dizhout evel-se dibenn e brosez. An den-se ne oa ket mui un arval, ki an alvokad e oa. M'en dije hemañ roet urzh dezhañ d'en em silañ dindan ar gwele evel ur c'hi en e doull ha d'en em lakat da harzhal, en dije sentet outañ gant plijadur. Selaou a rae K. evezhiek hag aketus ar pezh a veze lavaret amañ, evel pa vije bet karget da notañ pep tra ha da sevel un danevell-skrid da gas d'ar pennadurezhioù uhel. »Petra en deus graet e-pad an deiz?« a c'houlennas an alvokad. »Kuit din da vezañ direnket gantañ em labour«, eme Leni, em eus kraouiet anezhañ e kambr ar vatezh, e-lec'h m'en em gav peurvuiañ. A-wechoù, pa daolen ur sell dre al lukan da sellet petra a rae, e welen anezhañ daoulinet war ar gwele, o lenn en teuliadoù az poa prestet dezhañ hag a oa digor dirakañ war barlenn ar prenestr. Mat em eus kavet se; ar prenestr ne zigor nemet war un toull-avel ha ne zeu koulz lavaret sklêrijenn ebet drezañ. Block koulskoude a oa o lenn, pezh a ziskouez pegen sentus eo.« - »Laouen on o klevet kement-se«, eme an alvokad. »Ha lenn a rae ivez gant poell?« Block, e-pad an diviz-se a fiñve dibaouez e vuzelloù, doare gantañ da zistagañ ar respontoù a oa engortoz da glevet digant Leni. »Ne c'hallan ket, evel-just hen lavaret diarvar«, eme Leni, »met gwelet em eus e lenne pizh ha gant evezh. Tremenet en deus an deiz o lenn ar memes pajennad en ur heuliañ al linennoù gant e viz. Bep gwech m'am eus sellet outañ en deus laosket huadennoù evel p'en divije bet kalz a boan o lenn. An teuliadoù az peus prestet dezhañ zo sur a-walc'h diaes da gompren.« - »Ya«, eme an alvokad, »diaes int hep mar ebet. Ha ne gredan ket e c'hall kompren un dra bennak enne. Met dreze, en devo marteze un alberz eus ar stourm kalet emaon o ren evit e zifenn. Hag evit piv emaon o stourm ken kalet? - droch a-walc'h eo hen lavaret - evit Block. Ret e vo dezhañ ivez kompren petra eo kement-se. Ha studiet en deus hep diskrog?« - »Tost da vat hep diskrog«, a respontas Leni, »ur wech hepken en deus goulennet dour da evañ. Roet em eus dezhañ ur werennad dre al lukan. E lezet em eus da vont er-maez da eizh eur ha roet em eus dezhañ un tamm da zebriñ. Block a daolas ur sell a-gorn war K. evel pa vije bet distaget komzoù meulus diwar e benn ha pa vije ret da K. chom bamet dirakañ. Diouzh e welet e oa bremañ leun a fiziañs, diluoc'h e oa ivez ha ruzañ-diruzañ a rae war bennoù e zaoulin. Muioc'h a-se e voe skoet gant komzoù an alvokad hag hen lakas da sonnañ. »E veuliñ a rez«, eme an alvokad. »Met dre-se end-eeun e vo diaes din komz. E gwirionez, n'eo ket komzoù mat a oa gant ar barner diwar-benn Block hag e brosez.« - »ne oa ket komzoù mat gantañ?« a c'houlennas Leni. Penaos e c'hall bezañ?« Block a sellas a-bann outi, evel pa vije bet ganti ar galloud da lakat ar c'homzoù distaget pell a oa gant ar barner da vezañ mat evitañ. »Ne oa ket mat e gomzoù«, eme an alvokad. »Displijet e oa zoken p'em eus kroget da gomz eus Block ›N'it ket da gomz din eus Block‹, emezañ. ›Met hemañ zo un arval din‹, emezon. ›E lezel a rit d'ho sunañ‹, emezañ. ›Ne soñj ket din e vefe kollet e brosez‹, emezon-me. ›E lezel a rit d'ho sunañ‹ a lavaras c'hoazh ar barner. ›Ne gredan ket‹, emezon. ›Oberiant eo Block en e brosez, ha heuliañ a ra e afer a-dost. Emañ o chom koulz lavaret du-mañ em zi evit bezañ bepred titouret mat. N'eo ket alies e vez kavet un den ken gredus. Gwir eo, n'eo ket gwall blijus evel den: doareoù diseven zo gantañ ha lous eo ivez, met direbech eo evit pezh a sell ouzh e brosez.‹ Dreist ar wirionez on aet a-ratozh-kaer p'am eus lavaret  ›direbech‹. War-se e lavaras: ›Paotr fin eo Block, tra ken. Dastumet en deus kalz a skiant-prenañ ha gouzout a ra gorrekaat red ar prosez.  Met e ziouiziegezh zo kalz brasoc'h c'hoazh eget e finesa. Daoust petra a lavarfe ma teufe da c'houzout n'eo ket boulc'het c'hoazh e brosez ha n'eo ket bet sonet ar c'hloc'h zoken evit hen digeriñ‹. »Ro peoc'h, Block«, eme an alvokad, rak krog e oa Block da sonnaat war e zaoulin krenus, c'hoant gantañ moarvat, da c'houlenn displegadennoù. Ar wech kentañ e oa hirie d'an alvokad komz war-eeun ouzh Block gant ur frazenn glok. Gant daoulagad skuizh e selle a-wechoù dirakañ hep pal ebet, a-wechoù en traoñ ouzh Block hag a adkouezhas goustad d'an daoulin dindan e selloù. »Disklêriadur ar barner n'he deus talvoudegezh ebet evidout«, eme an alvokad. »Arabat dit bezañ spontet gant kement ger a lâran. Ma kendalc'hez evel-se ne ziskuilhin mui netra dit. Ne c'hallan ket distagañ ur poz hep gwelet da selloù paret warnon evel pa vijes o c'hortoz ar varn da zont. Mezh warnout! lakat a rez ma arval da goll fiziañs ennon. Petra fell dit? Bev out c'hoazh, ha bepred emaout dindan ma gwarez. Pebezh aon diboell! Lennet az peus, n'onn dare pelec'h, e teu ar varnadenn a-wechoù dic'hortoz a-grenn, eus n'eus forzh pe c'henoù, da n'eus forzh pe vare. Gwir eo kement-se tamm pe damm, met gwir eo ivez ez on heuget ouzh da welet ken aonik, pezh a ziskouez n'az peus ket fiziañs a-walc'h. Petra am eus lavaret? Meneget em eus komzoù ur barner. Evel ma ouzez, e teu bepred mennozhioù liesdoare d'en em verniañ en-dro d'ur prosez betek mouchañ ar gwel warnañ. Ar barner-se, da skouer, ne soñj ket eveldon diwar-benn ar mare ma vez boulc'het ar prosez. Mennozhioù disheñvel hon eus, tra ken. D'ur poent bennak, hervez ur c'hiz kozh, e vez sonet ar c'hloc'h. Gouez d'ar barner e verk an taol-kloc'h-se deroù ar prosez. N'hallan ket kontañ dit dre ar munud perak e c'haller soñjal n'eo ket gwir, ha forzh penaos ne vefes ket evit kompren, trawalc'h eo dit gouzout ez eus meur a abeg. Nec'het e tremene Block e vizied e feur ar pallenn-treid; diwar ar spont kroget ennañ da heul  komzoù ar barner, en doa ankouaet evit ur mare e izelegezh e-keñver an alvokad; ne soñje nemet ennañ e-unan hag e troe-distroe en e benn ar pezh en doa lavaret ar barner. »Block«, eme Leni war un ton reut en ur sachañ anezhañ war-bouez kolier e borpant. »laosk bremañ ar pallenn ha selaou an alvokad.«

... Ar pennad-mañ zo chomet diechu.

Navet pennad
   En Iliz-veur

Fiziet e voe e K. ar gefridi da ziskouez un nebeud savadurioù arzel d'un aferour italian e darempred gant ar bank, hag a oa er gêr-mañ evit ar wech kentañ. Ar seurt kefridi a vije bet un enor evitañ en ur mare all, met bremañ, pa ranke strivañ ha poaniañ evit saveteiñ e vrud, ne oa nemet un torr-penn. Kement eurvezh tremenet gantañ e-maez e vurev a lake diaes e spered; e gwirionez, ne c'halle ket mui implijout e amzer-labour evel ma rae gwechall, ha meur a eurvezh a dremene oc'h ober van da vezañ a-zevri gant ul labour pouezus, met brasoc'h a-se e veze e anken pa ne veze ket er bank. Krediñ a rae dezhañ gwelet an eilrener, un den dalc'hmat war e api, o tont gwech ha tro en e vurev, oc'h azezañ ouzh e daol-skrivañ, o furchal e-touez e baperioù, o tegemer hag o sachañ davetañ pratikoù ma oa K. tost da vat mignon dezhe abaoe bloavezhioù, o tiskoachañ zoken ar fazioù a ginnige bepred en em silañ en e labour, ha na c'halle ket mui mirout oute. Ha setu, bep gwech ma veze karget da renkañ un afer en diavaez, pe zoken d'ober ur veaj vihan - pezh a c'hoarveze, dre zegouezh-kaer, aliesoc'h-aliesañ er mareoù-mañ - e vage K.  diouzhtu an diskred e oa bet fiziet ennañ ar gefridi-se - forzh pegen enorus e c'halle bezañ - evit e bellaat diouzh e vurev ha teurel ur sell war e labour hag e teue da soñjal e veze kavet aes, gant an holl er bank, tremen heptañ. N'en dije ket sachet bec'h warnañ m'en dije nac'het an darn vuiañ eus ar c'hefridioù-se, met ne grede ket ober, rak ma ne oa ket diabeg e zisfiz, neuze ne c'halle ket nac'h hep diskouez sklaer ha splann en doa aon. Setu perak ez asante bepred en ur wiskañ un neuz diseblant, hag ur wech, pa oa bet goulennet outañ ober ur veaj skuizhus hag a ranke padout daou zevezh, en doa tavet war ar sifern a oa gantañ, betek-gouzout ne vije ket lezet da vont en hent war zigarez glaveier an  diskaramzer a oa bremañ o ren. Pa zistroas eus ar veaj-se gant ur boan-benn diroll, e voe lavaret dezhañ e vije karget da ambroug an aferour italian an deiz war-lerc'h. C'hoant bras en doa da nac'h evit ur wech da nebeutañ; seul vui ma ne oa ket ar pezh en doa d'ober ul labour stag ouzh an aferioù, nemet pouezus e oa koulskoude heuliañ reolennoù ar sevended e-keñver un aferour hag en doa darempredoù mat gant ar bank; evit K., avat, ne oa ket pouezus, rak gouzout mat a rae ne c'halle derc'hel e grog nemet dre ober berzh en e labour, ha ma ne raje ket, ne dalvezje netra dezhañ dont a-benn da voemañ an Italian; ne felle ket dezhañ, na pa ne vije nemet evit un devezh, distokañ diouzh e dachenn-labour gant aon na vije miret outañ da zistreiñ, un aon re vras ha moarvat diabeg evel ma ranke anzav outañ e-unan, met gwasket e veze gantañ. Hag en dro-mañ, ne oa koulz lavaret tu ebet da ijinañ un digarez hag a vije liv ar wirionez warnañ, rak daoust ma n'en doa ket K. un anaoudegezh don eus an italianeg, e ouie ar yezh madik a-walc'h koulskoude; met ar pep pouezusañ oa an tammig gouiziegezh en doa tapet gwechall war istor an arzoù hag a oa bet brudet dreist-muzul er bank en askont ma oa bet K. e-pad ur pennad amzer - evel-just evit abegoù stag ouzh e vicher nemetken - ezel eus ar Gevredigezh evit Gwarez Savadurioù Arzel Kêr. Ha dre ma rede ar vrud e oa troet an Italian gant an arzoù e oa bet dibabet K. evit e ambroug.

Ur beurevezh glav-pil hag avel foll a oa anezhi pa erruas K. - imoret o soñjal en devezh a oa o tont warnañ - da seizh eur en e vurev evit ober da vihanañ ur c'hrogad labour a-raok ma teuje e weladenner d'e zistreiñ diouzh pep tra. Skuizh-marv e oa rak tremenet en doa an noz o studiañ ur yezhadur italianeg, kuit dezhañ da vezañ tapet berr; ar prenestr, ma chome er mareoù-mañ re alies azezet dirakañ, hen dedenne kalz muioc'h eget e daol-skrivañ, met trec'hiñ a reas warnañ e-unan hag e stagas da labourat. Siwazh, dres d'an ampoent e teuas ar c'homis en ur lavaret e oa bet kaset gant an Aotrou Rener da welet hag-eñ e oa an Aotrou Melestrour amañ, ha d'e bediñ, ma oa amañ, da vont d'ar sal-degemer, rak an aotrou eus Bro-Italia a oa eno dija. »Erru on diouzhtu«, eme K. en ur vountañ ur geriadur bihan en e c'hodell hag un albom dindan e gazel rak aozet en doa, evit an estrañjour, un dastumad eus holl savadurioù kêr a oa enne danvez ur sell; neuze, en ur dreuziñ burev an eilrener, ez eas da vurev ar renerezh. Laouen e oa o vezañ erruet ken abred hag o c'hallout en em lakat diouzhtu e servij ar bank, pezh na oa den ebet o c'hortoz. Burev an eilrener, evel-just, a oa goullo c'hoazh evel en noz don; moarvat e oa deut ar c'homis d'e bediñ da vont, eñ ivez, d'ar sal-degemer, met graet en doa tro wenn. Pa'z antreas K. er sal e savas daou aotrou eus deun o c'hadorioù-brec'h. Ur mousc'hoarzh hegarat a baras war dremm ar rener hag a seblante plijet-bras o welet K. o tont; ober a reas an digoroù, an Italian a stardas dorn K. gant nerzh, hag en ur c'hoarzhin e reas eus unan bennak  ›un den beureek‹. Ne gomprenas ket K. ervat eus piv e oa anv, ha ken iskis e oa ar ger implijet gant an Italian ma ne zivinas ar ster anezhañ nemet goude ur pennad. Gant un nebeud frazennoù eeun e respontas d'an Italian hag a c'hoarzhas adarre da heul e gomzoù en ur flourañ e vourroù stank glas-louet gant e zorn nervus. Ar mourroù-se a oa bet sur-mat sparfet gant dour-frond, ha c'hoant a zeue, tost da vat, da stokañ oute ha d'o c'hwesha. Pa voe azezet an holl ha digoret ar gaoz, e verzas K. gant nec'hamant ne gomprene nemet tammoù eus ar pezh a lavare an Italian. Pa gomze hemañ goustadik e kromprene pep tra pe dost, met se ne c'hoarveze nemet ral a wech ha peurvuiañ e tic'hlanne ar c'homzoù eus e c'henoù tra ma heje-diheje e benn, doare gantañ da vezañ laouen-bras. Hag alies e teue d'en em luziañ en ur rannyezh bennak ha n'he doa, evit K., netra da welet gant an italianeg, met gouest e oa ar rener d'he c'hompren ha d'he c'homz zoken, pezh en dije gallet K. diawelet rak genidik e oa an Italian eus kreisteiz ar vro 'lec'h ma oa bet ar rener o chom e-pad un toullad bloavezhioù. Buan e veizas K. ne oa, koulz lavaret, tu ebet dezhañ d'en em glevet gant an Italian rak ar galleg komzet gant hemañ a oa ken diaes-all da gompren; ha war ar marc'had e veze kuzhet gant e vourroù fiñvadennoù e vuzelloù hag o dije marteze sikouret K. da gompren e gomzoù. Rakwelet a rae K. diaesterioù a-vern; da c'hortoz, ne glaskas ket mui kompren an Italian - ur striv didalvez e vije bet pa c'halle ar rener e gompren diboan - ha setu ne reas nemet sellet gant c'hwervoni ouzh an Italian pladorennet e deun e gador-vrec'h, o sachañ gwech an amzer war e borpantig berr tailhet-kaer hag o klask, gant e zivrec'h savet d'an nec'h hag e zaouarn gwevn ha mibin, deskrivañ un dra bennak digomprenus evit K., daoust ma ne denne hemañ lagad ebet diwar e zaouarn. A-benn ar fin, dre ma n'en doa K. netra all d'ober nemet heuliañ gant e selloù an eskemm komzoù, ez adkouezhas warnañ ar skuizhder en doa santet ergentaou, hag ur wech e verzas gant spouron - dres e koulz, a-drugarez Doue -  e oa war-nes sevel disoñj-kaer diwar e gador evit mont kuit. Erfin e taolas an Italian ur sell war an horolaj hag e lammas en e sav. Goude bezañ kimiadet diouzh ar rener e teuas ken tost ouzh K. ma rankas hemañ bountañ e gador-vrec'h war-gil evit gallout fiñval. Ar rener, hag a wele sur a-walc'h, e daoulagad K., pebezh reuz en doa gant an italianeg komzet amañ, a emellas en diviz en un doare ken speredek ha ken damantus ma voe kredet e roe da K. un nebeud alioù, tra ma rae dezhañ, e gwirionez, un diverradenn aes da gompren eus ar pezh a zibune an Italian en ur vont hep diskuizh war e gaoz. Digant ar rener e teuas K. da c'houzout e tlee c'hoazh an Italian renkañ un nebeud aferioù, n'en doa ket siwazh kalz a amzer, ha ne oa ket e-sell da redek a-gleiz hag a-zehou evit gwelet diwar herr kement tra a oa da welet e kêr, met e soñj e oa kentoc'h - ma'z asante K., evel-just, rak dezhañ e oa da zivizout petra ober - mont da weladenniñ an iliz-veur hepken, met ober ar weladenn-se da vat hag a-zevri. Ur blijadur dreist e vefe dezhañ bezañ ambrouget gant un den ken gouiziek ha ken karadek - hemañ a oa K. hag a rae skouarn vouzar ouzh kement tra a lavare an Italian evit gallout tapout diwar-nij komzoù ar rener - hag e bediñ a rae, ma oa an eur-se diouzh e c'hrad, d'en em gavout a-benn div eurvezh, da lâret eo war-dro dek eur, e-barzh an iliz-veur. Fiziañs en doa-eñ da vezañ erru eno dija a-benn neuze. K. a respontas war ar memes ton, hag an Italian a stardas da gentañ dorn ar rener, neuze dorn K. hag adarre hini ar rener; goude-se, heuliet gante o-daou ha hanter-droet c'hoazh war-du enne, e kerzhas etrezek an nor en ur genderc'hel gant e gaoz. Ur predig e chomas K. gant ar rener hag a oa hirie falloc'h fesonet c'hoazh eget kustum. Krediñ a rae dezhañ e ranke en em zigareziñ hag e lavaras da K. - bale a raent o-daou kichen-ha-kichen evel tud nes - en doa soñjet da gentañ mont e-unan gant an Italian, met neuze - ne lavaras ket perak - en doa kavet gwelloc'h e zileuriañ. Ma ne gomprene ket K. diouzhtu komzoù an Italian, e oa arabat dezhañ koll kalon, buan a-walc'h e teuje d'en em voazañ ouzh e zoare komz ha ma ne zeuje ket a-benn da gompren pep tra, ne oa ket strikt rak ne verne ket kalz d'an Italian bezañ komprenet. E gwirionez e oa mat-eston an italianeg komzet gant K. hag a-dra-sur e teuje a-benn d'en em zibab en un doare dispar. War-se e kimiadas diouzh K. Hemañ a dremenas an amzer a chome gantañ oc'h adskrivañ diwar e c'heriadur ar geriennoù divoas en doa ezhomm evit heñchañ an Italian dre an iliz-veur. Ul labour digar ma oa unan, hag e-keit-se e teue komised da zegas lizhiri, implijidi d'ober goulennoù a bep seurt, ha pa welent e oa dalc'het K. gant e labour e choment e toull an nor ha ne gerzhent ket alese a-raok bezañ bet selaouet gantañ; an eilrener ne gollas ket e chañs da zirenkañ K.: meur a wech e teuas en e vurev, e tiframmas ar geriadur a-dre e zaouarn hag e follennatas anezhañ hep abeg na digarez; pratikoù zoken a zifluke eus damdeñvalijenn ar rakkambr pa veze digoret an nor hag a stoue lentik dirakañ gant ar spi da sachañ e evezh warne, hep bezañ sur da vezañ gwelet gantañ; mesk-ha-mesk en em zifrete an holl en-dro da K. hag eñ, e-kreiz ar firbouch-se a furche en e c'heriadur hag a adskrive ar gerioù a vanke dezhañ, neuze e klaske o distagañ en un doare reizh hag o deskiñ dre'n eñvor evit echuiñ. Met e vemor, ken mat gwechall, a seblante bezañ aet da stoupa; a-wechoù e save ennañ ur fulor ken bras ouzh an Italian, pennkaoz d'an trevell-se, ma sebelie ar geriadur dindan ur bern paperioù, mennet start da lakat fin d'e strivoù, met neuze e teue skiant dezhañ hag e komprene ne c'halle ket bale-divale sioul ha digomz gant an Italian dirak oberennoù-arz an iliz-veur, ha setu ma kroge adarre er geriadur gant muioc'h a fulor c'hoazh.

Da nav eur hanter rik, pa oa war-nes mont kuit, e resevas un taol-pellgomz: Leni a hete dezhañ ur beurevezh mat hag a c'houlenne penaos e oa ar bed gantañ. Trugarekaat a reas K. gant hast en ur lavaret ne c'halle ket chom da gaozeal ganti rak rankout a rae mont d'an iliz-veur. »D'an iliz-veur?« a c'houlennas Leni. »Ma! ya, d'an iliz-veur« - »Perak 'ta d'an iliz-veur« eme Leni. Klask a reas K. hen displegañ dezhi berr-ha-berr, met a-vec'h distaget gantañ ar c'homzoù kentañ e lavaras Leni krak ha krenn: »Da heskinañ a reont.« K., ha na oa ket evit gouzañv ur gendruez n'en doa na klasket na gortozet a gimiadas diouti gant daou c'her, met en ur adskourrañ ar selaouer e lavaras, hanter dezhañ e-unan, hanter d'ar plac'h en diabell ha na selaoue ket ken: »Ya, ma heskinañ a reont.« Aet e oa an amzer e-biou hag en arvar e oa da erruout re ziwezhat. Divizout a reas mont gant ur c'harr-tan, ha d'ar poent diwezhañ e teuas soñj dezhañ eus an albom n'en doa ket kavet an tu da reiñ d'an Italian er beure-mañ hag a gasas neuze gantañ. Hen derc'hel a reas war e varlenn hag e-pad ar veaj e taboulinas dibaouez warnañ gant e vizied. Tavet e oa ar glav tamm pe damm, met gleb, yen ha teñval e oa an amzer, ha sur a-walc'h ne vije ket tu da welet meur a dra en iliz-veur, ha muioc'h a ziaezamant en dije K. gant e sifern goude bezañ chomet ur pennad mat a amzer en e sav war an daroù yen. Didud e oa al leurgêr dirak an iliz-veur ha kounaat a reas K. penaos, pa oa bugelig c'hoazh, e oa bet souezhet o welet war tiez al leurgêr enk-se an darn vuiañ eus ar prenestroù bepred mouchet gant stignoù. An dra-se, gant an amzer a rae hirie, a oa aesoc'h da gompren eget kustum. Seblantout a rae an iliz-veur bezañ didud ivez, rak evel-just ne zeue da zen ebet ar soñj da zont enni bremañ. Kerzhout a reas K. a-hed an div adnev ha ne welas nemet ur vaouez kozh paket en ur chal tomm, daoulinet dirak skeudenn an Itron Varia, he daoulagad paret warni. A-bell e welas ur sakrist kamm-jilgamm o steuziañ dre un nor toullet er voger. Erruet e oa K. e koulz, dres pa oa ar c'hloc'h o seniñ dek eur, met an Italian ne oa ket en em gavet c'hoazh. Distreiñ a reas K. da zor ar porched hag e-pad ur pennad e chomas eno etre daou soñj; neuze e reas tro an iliz-veur dindan ar glav evit gwelet hag-eñ ne oa ket an Italian o c'hortoz dirak un nor gostez. Liv ebet dioutañ e nep lec'h. Marteze n'en doa ket komprenet mat ar rener da bet eur e oa an emgav? Met penaos kompren mat an den-se? Bezet pe vezet e ranke K. chom d'e c'hortoz un hanter-eurvezh d'an nebeutañ. Dre ma oa skuizh e teuas c'hoant dezhañ da vont en e goazez hag ez eas adarre e-barzh an iliz-veur; war ur bazenn e kavas ur pezhig gwiad heñvel ouzh ur pallenn hag e sachas anezhañ gant beg e droad dirak ur bank; neuze en em bakas klosoc'h c'hoazh en e vantell, e savas uhel ar c'houzougenn anezhi hag ez eas en e goazez. Evit diverrañ e amzer e tigoras an albom, e stagas d'hen follennata met dizale e rankas paouez rak teñval e oa deut da vezañ ha pa daolas ur sell war-du an adnev e-kichen, ne c'hallas ket mui gwelet meur a dra enni. En diabell, war an aoter veur, e lugerne ur mell tric'hornad gouleier-koar; daoust hag o gwelet en doa a-raok? ne oa ket K. evit gouzout ervat. Marteze e oant bet enaouet bremañ hepken. Souchadennoù dre vicher eo ar sakristed, ne vezont ket gwelet o tont. Pa zegouezhas da K. treiñ e benn e welas o lugerniñ nepell dioutañ ur c'houlaouenn-goar uhel ha tev, staget ouzh ur piler. Daoust pegen brav e oa kement-se holl, ne c'halle ket ar gouleier sklêrijennañ skeudennoù an aoterioù-kostez beuzet en deñvalijenn, un deñvalijenn ha na seblante nemet donoc'h a-se. Fur ha diseven war un dro e oa bet an Italian o chom hep dont, peogwir ne vije bet netra da welet ha ranket en dije tremen gant ar pezh en dije gallet K. diskouez dezhañ dre dammoù, en ur lakat e lamp-godell da flourañ un nebeud taolennoù. Evit gwelet peseurt disoc'h he dije bet an abadenn-se ez eas K. en ur chapelig-kostez, e pignas gant un toullad pazennoù betek un aspled marmor izel a-walc'h, ha stouet war-raok e sklêrijennas ar stern-aoter gant e lamp. Diaesaet e oa ar jeu gant ar gouloù peurbadus ispilhet dirakañ. Kentañ tra a welas, pe a zivinas K. tamm pe damm, a voe ur marc'heg bras houarnwisket, livet war bevenn bellañ an daolenn. En em harpañ a rae war e gleze plantet dirakañ en douar noazh ma tifluke dioutañ a-bell-da-bell ur c'heotenn bennak treut ha rouez. Seblantout a rae bezañ o sellet aketus ouzh un darvoud o tremen dirak e zaoulagad. Souezhus e oa penaos e chome en e sav-sonn hep ober ur gammed war-raok. Marteze e oa tonket dezhañ chom amañ d'ober gward. K., ha n'en doa ket gwelet un daolenn abaoe pell zo, a sellas hir amzer ouzh ar marc'heg daoust ma ranke bepred divalvenniñ, gant an diaes ma oa dezhañ gouzañv gouloù glas-gwer e lamp. Pa lakas neuze ur banne gouloù da flourañ ar peurrest eus an daolenn, e tizoloas ur C'hrist laket er Bez, livet en un doare henvoazel; un daolenn nevez a-walc'h e oa koulskoude. Bountañ a reas al lamp en e c'hodell hag e tistroas d'e blas. Bremañ, emichañs, e oa aner dezhañ derc'hel da c'hedal an Italian; er-maez e rae sur a-walc'h glav a-bil hag o vezañ ma ne oa ket diabarzh an iliz-veur ken yen ha m'en doa soñjet, e tivizas K. chom amañ ur pennad c'hoazh. Tostik dezhañ e oa ar gador-brezeg vras; he zoennig ront a oa kinklet gant div groazig alaouret hep Krist, staliet a-veskell hag o kejañ an eil ouzh eben gant o begoù. Tu diavaez an aspled, koulz hag an treust-maen etre an aspled hag ar piler-harp, a oa kizellet e stumm un dolzennad delioù glas gant aeledigoù bihan o kregiñ enne, darn bev-buhezek, darn sioulik. Mont a reas K. dirak ar gador-brezeg hag e sellas outi pizh-ha-pizh; kizellet e oa bet gant aked bras; ar skeudoù teñval etre an delioù hag a-drek dezhe a seblante bezañ bet paket ha bac'het e toulloù ar maen; lakat a reas K. e zorn en unan eus an toulloù teñval-se hag e tastornas ar maen gant evezh; biskoazh n'en doa taolet pled ouzh ar gador-brezeg-se ha ne ouie ket zoken e oa anezhi. Neuze, e tegouezhas dezhañ merzout, a-drek ar bank tostañ, ur sakrist en ur sae zu, laosk ha joget-holl, ur voestad butun-fri gantañ en e zorn kleiz, hag a oa eno ouzh e spiañ. Petra emañ an den-se o klask? a soñjas K. Daoust ha disfiz en deus ouzhin? Pe c'hoant da gaout un tamm gwerzh-butun? Hogen, pa verzas ar sakrist e oa bet gwelet gant K. e tiskouezas ul lec'h bennak gant ur jestr dispis d'e zorn dehou ma talc'he c'hoazh ennañ, etre daou viz, ur meudad butun. Digomprenus a-walc'h e oa e emzalc'h; gortoz a reas K. ur pennadig c'hoazh, met ar sakrist a zalc'he bepred e zorn astennet hag a heje e benn evit kadarnaat e oa o tiskouez un dra bennak. »Petra fell dezhañ?« eme K. sioulik, rak amañ ne grede ket huchal; neuze avat e tennas e yalc'h er-maez hag en em silas etre ar bankoù evit mont betek an den. Hemañ, avat, hen diarbennas gant ur jestr d'e zorn, ha goude ur c'hruz d'e zivskoaz e pellaas brall-divrall. Gant un doare kerzhout damheñvel ouzh ar jilgammat herrek-se en doa klasket K., pa oa bugel, trevezañ ur varc'hekadenn. »Ur c'hozhiad en e vugaleaj«, a soñjas, »a-vec'h ma chom gantañ trawalc'h a skiant evit ober e labour en iliz. Sell 'ta penaos e ra un harz pa choman-me a-sav ha penaos emañ ouzh ma spiañ evit gouzout ha c'hoant am eus da vont war-raok.« Gant ur mousc'hoarzh e heulias K. an hini kozh a-hed an adnev, tost betek an aoter-veur; derc'hel a rae hemañ da ziskouez un dra bennak gant e zorn, met diwall a reas K. da dreiñ e benn, rak sur e oa ne rae an hini kozh ar jestr-se nemet evit e lakat da goll e roudoù. A-benn ar fin e paouezas K. da vont d'e heul gant aon d'e nec'hiñ betek re, rak ne felle ket dezhañ e argas, bete-gouzout e teuje c'hoazh an Italian.

Pa'z eas tre en nev-greiz evit adkavout al lec'h m'en doa lezet e albom, e welas ouzh ur piler 'tal kichen bankoù ar c'heur, un eil gador-brezeg vihan, eeun-tre, e maen damwenn diglink. Ken bihan e oa ma seblante, gwelet a-bell, ur c'hustod goullo prientet evit degemer delwenn ur sant. Sur a-walc'h ne c'halle ket ar prezeger ober ur gammed leun war-dreñv evit pellaat diouzh an aspled. Ouzhpenn-se e oa savet bolz vaen ar gador-brezeg war un diazez izel-meurbet hag eviti da vezañ diglink a-grenn e oa ken krommet he lodenn uhelañ ma ne c'halle ket un den mentet-etre chom en e sav hep stouiñ dalc'hmat e gorf dreist an aspled. Lavaret e vije bet e oa bet ijinet kement-se holl evit boureviañ ar prezeger ha diaes e oa kompren da betra e servije ar gador-brezeg-se pa oa en he c'hichen unan kalz brasoc'h gant rikamanoù ken kaer.

K., sur a-walc'h, n'en dije ket taolet pled ouzh ar gador-brezeg vihan-se panevet d'ar gouloù a-ispilh ouzh he bolz, ur gouloù heñvel ouzh ar re a vez enaouet a-raok deroù ur brezegenn. Daoust hag ur brezegenn a oa da vezañ bremañ? En iliz c'houllo? Teurel a reas K. ur sell war ar viñs-tro hag a gase, tamolodet ouzh ar piler, betek ar gador-brezeg; gant ar strizh ma oa ar viñs-se e seblante bezañ graet neket evit bezañ implijet gant an dud, met evit kinklañ ar piler. Koulskoude, e traoñ ar gador-brezeg - pezh a lakas K. da vousc'hoarzhin gant ar souezh - e oa ur beleg prest da vont d'al laez, e zorn krog e dorn an diri hag e zaoulagad paret war K. Un hejig a reas d'e benn, ha war-se e reas K. sin ar groaz en ur blegañ e c'hlin, pezh en dije ranket ober abretoc'h. Ar beleg a roas un tammig lusk d'e zivhar hag a bignas gant ar viñs a-gammedoù berr ha prim. Daoust hag ur brezegenn a oa da vezañ evit gwir? Marteze n'en doa ket kollet ar sakrist e holl skiant-vat ha klasket en doa heñchañ K. betek ar prezeger? Ret-mat e oa bet 'forzh penaos pa oa goullo an iliz. Met en un tu bennak, dirak ur skeudenn eus ar Werc'hez, e oa ur vaouez kozh hag a zleje bezañ deut ivez. Ha ma oa ur brezegenn da vezañ, perak ne sone ket an ograou evit he digeriñ? Padal, an ograou a chome mut ha ne daole nemet ul lufr gwan e teñvalder e gambr uhel.

Soñjal a rae K. e vije marteze mat dezhañ skarzhañ alese prim-ha-prim, rak e-kerzh ar brezegenn ne c'hallje ket mont kuit hag e rankje neuze chom betek ar fin; er burev e kolle kalz a amzer ha ne oa ket mui rediet bremañ da c'hortoz an Italian. Teurel a reas ur sell war e eurier hag e welas e oa unnek eur. Daoust hag ur brezegenn a c'halle bezañ graet? Ha gouest e oa K. da zerc'hel, e-unan-penn, lec'h ur barreziad a-bezh? Ha ma vije bet anezhañ un estrañjour deut hepken da weladenniñ an iliz? E gwirionez, setu ar pezh e oa ivez, na mui na ken. Diboell e oa soñjal e oa ur brezegenn da vezañ, bremañ da unnek eur, d'un deiz pemdez, ha gant un amzer fall-put. Ar beleg - an den yaouank-se, gant e zremm vlouc'h ha teñval a oa sur-mat ur beleg - ne bigne d'al laez nemet evit lazhañ ar gouloù a oa bet enaouet dre fazi.

Ne oa ket kont evel-se, rak ar beleg a ensellas ar gouloù hag a greskas un tammig e sklêrijenn; neuze e troas goustadik war-du an aspled ha gant e zaou zorn e krogas en e stern ruskek. Evel-se e chomas ur pennadig hag e sellas en-dro dezhañ hep fiñval e benn. Kilet en doa K. un tamm mat hag harpet e oa gant e zaouilin ouzh kein ar bank kentañ. Gant daoulagad diasur e welas en un tu bennak, hep gouzout mat e pe lec'h, ar sakrist kromm e gein oc'h en em damolodiñ peoc'hus evel un den echuet gantañ e labour. Na pegen didrouz e oa an iliz-veur bremañ! Met rankout a reas K. terriñ ar sioulder a oa o ren rak ne oa ket e-sell da chom amañ; ma oa dever ar beleg ober ur brezegenn d'un eur lavaret, hep derc'hel kont eus ar pezh a c'hoarveze en-dro dezhañ, n'en doa ken 'met stagañ ganti; n'en doa ket ezhomm eus K. evit kas da vat e brezegenn, ha homañ ne raje ket muioc'h a efed ma chomje K. amañ. Goustadik e krogas K. da vont war-raok; a-dastorn e hedas ar bank war vegoù e dreid, hag erruet e alez ledan an nev-greiz e kerzhas didrubuilh-kaer; ne gleve nemet al leur-vein o tregerniñ dindan e gammedoù skañv hag ar bolzioù o tasseniñ gant un heklev gwan met dizehan skignet ingal dre bep lec'h. Tra ma kerzhe e-unan-penn etre ar bankoù goullo, marteze dindan selloù ar beleg, en em sante K. un tammig dilezet, hag e kave dezhañ e oa braster an iliz-veur tost da vat en tu-hont d'ar pezh a c'hall bezañ gouzañvet gant un den. P'en em gavas adarre el lec'h ma oa a-raok, e tapas krog, hep chom a-sav, en albom en doa lezet aze hag e kasas anezhañ gantañ. Erru e oa a-live gant ar bank diwezhañ ha tostaat a rae ouzh an tachad goullo a oa etre ar bankoù ha dor ar maez, pa glevas evit ar wech kentañ mouezh ar beleg. Ur vouezh kreñv ha gourdonet e oa. Na penaos e tarzhe dre an iliz-veur prest d'he degemer! Ne oa ket avat ouzh e barrezianiz e komze ar beleg, war ar poent-se ne oa douetañs ebet, gervel a rae sklaer:  »Josef K.!«

K. a chomas boud hag a sellas ouzh al leur. Dieub e oa c'hoazh evit ar mare ha gallout a rae derc'hel da vont, digeriñ unan eus an teir dor vihan e koad teñval nepell dioutañ, ha skarzhañ kuit. Gant-se e roje da c'houzout n'en doa ket komprenet, pe marteze en doa komprenet met n'en doa ket c'hoant da reiñ skouarn. Padal, ma tistroje bremañ e oa tapet, rak anzav a raje evel-se en doa komprenet mat e oa-eñ an hini galvet, hag e oa prest da sentiñ. Sur a-walc'h e vije aet K. war-raok ma vije bet galvet ur wech c'hoazh gant ar beleg, met o vezañ ma rene bepred ar sioulder tra ma oa K. o c'hortoz, e troas un tammig e benn, c'hoant dezhañ da welet petra oa ar beleg oc'h ober. Hemañ a oa ken sioul hag a-raok e laez ar gador-brezeg, met anat e oa warnañ en doa gwelet K. o treiñ e benn. C'hoari koach-koukoug evel ur bugel en dije graet K., ma n'en dije ket graet bremañ un dro grenn. Hen ober a reas hag ar beleg, en ur wignal gant e viz, a ziskouezas dezhañ dont tostoc'h. O vezañ ma c'halle bremañ ober pep tra en dizolo, e redas etrezek ar gador-brezeg a-gammedoù hir ha skañv, evit terriñ e c'hoant gouzout kenkoulz hag evit berraat an abadenn. Erruet e-kichen ar bankoù kentañ e chomas a-sav, met re bell e oa c'hoazh war veno ar beleg, rak hemañ a astennas e zorn, ha gant e viz-yod buket war al leur, e tiskouezas dezhañ ur plas tost-tre d'ar gador-brezeg. Sentiñ a reas K., met evit gwelet ar beleg eus ar plas-se e rankas teurel e benn un tamm mat war-dreñv. »Te eo Josef K.«, eme ar beleg en ur sevel e zorn a-us d'an aspled gant ur jestr dispis. »Ya«, eme K., en ur soñjal pegen fraezh e ouie distagañ gwechall e anv; bremañ, avat, e oa un hegas evitañ, hag anavezet e oa ivez e anv gant tud hag a wele evit ar wech kentañ; na pegen brav rankout lavaret e anv evit bezañ anavezet. »Dindan damall out«, eme ar beleg a vouezh izel-tre. »Ya«, eme K., »se zo bet lavaret din.« - »Neuze ez out an hini emaon o klask« eme ar beleg. »Aluzener ar prizon on-me.« - »Ac'hanta!«, eme K. »laket em eus gervel ac'hanout evit komz ganit«, eme ar beleg. »N'hen gouien ket«, eme K., »Deut e oan amañ evit diskouez an iliz-veur d'un Italian.« - »Laosk ar munudoù a-gostez«, eme ar beleg. »Petra zo ganit ez torn? Ul levr-pedennoù 'n hini eo?« - »N'eo ket«, a respontas K. »un dastumad eus savadurioù arzel kêr eo.« - »Diskrog dioutañ«, eme ar beleg. Ken taer e stlapas K. an albom ma tigoras ha ma ruzas un tammig war al leur gant e follennoù joget »Gouzout a rez emañ da brosez o treiñ da fall?«, a c'houlennas ar beleg. »Setu ar pezh a soñjan ivez«, eme K., »laket em eus ma holl boan hep ober berzh betek-henn. Met gwir eo, n'em eus ket c'hoazh peurskrivet ar reked.«- »Penaos e soñj dit ez echuo ar prosez?« a c'houlennas ar beleg. »Un amzer zo bet e soñje din e troje pep tra da vat«, eme K., met bremañ, a-wechoù, e tegouezh din koll fiziañs. N'ouzon dare penaos ez echuo. Hen gouzout a rez-te?« - »N'ouzon ket«, a respontas ar beleg, »treiñ a raio da fall 'm eus aon. Krediñ a reer ez out kablus. Marteze e chomo da brosez e dalc'h ul lez-varn izel. Evit ar mare, da vihanañ, ez eus abegoù mat da soñjal ez out kablus.« - »Padal, n'on ket kablus«, eme K., »ur fazi eo. Penaos e c'hall un den bezañ kablus. Ni amañ a zo holl boudoù denel, an eil re kenkoulz hag ar re all.« - »Gwir eo«, eme ar beleg, »met ar re gablus a gomz bepred evel-se.« - »Tuet out, te ivez, a-enep din?« a c'houlennas K. »n'on ket tuet a-enep dit«, eme ar beleg. »Trugarez a lâran dit«, eme K. »an holl re all a gemer perzh em frosez a zo tuet a-enep din. Ha levezoniñ a reont ivez an dud diavaez. War washaat ez a ar stad m'emaon enni.« - »N'ez peus ket komprenet mat«, eme ar beleg, »ar varnadenn ne zeu ket en un taol, met a van da van ez a ar prosez da varnadenn.« -  »Evel-se eta emañ kont«, eme K. en ur stouiñ e benn. »Petra a fell dit ober bremañ evit da brosez?« a c'houlennas ar beleg. »E-sell on da glask skoazell«, eme K. en ur sevel e benn evit gwelet petra a soñje ar beleg eus e vennad. »Hentoù zo ha n'em eus ket pleustret c'hoazh.« - »Re dechet out da glask skoazell digant estrenien«, eme ar beleg war un ton abegus, »dreist-holl digant merc'hed. Daoust ha ne gomprenez ket n'eo ket homañ ar skoazell wirion?«- »A-wechoù, hag alies zoken, e c'hallfen lavaret emañ ar gwir ganit«, eme K., »met ket atav. Bras eo galloud ar merc'hed. Ma c'hallfen kendrec'hiñ un toullad merc'hed eus ma anaoudegezh da labourat a-stroll evidon, e teufe sur a-walc'h an tu gounit ganin. Dreist-holl el lez-varn-mañ, ma n'eus enni, koulz lavaret, nemet merc'hetaerien. Diskouez d'ar barner-enklasker ur vaouez en diabell, ha setu eñ o redek d'an daoulamm en ur skubañ diwar e hent e daol-skrivañ hag an tamallad, mann nemet evit erruout e koulz. Stouiñ a reas ar beleg e benn war-du an aspled; evit ar wech kentañ e hañvale bezañ moustret dindan bolz izel ar gador-brezeg. Na pebezh gwallamzer a oa bremañ er-maez? Ne oa ket mui un devezh tristik, noz don a oa anezhi endeo. Hini ebet eus gwerennoù livet ar prenestroù bras ne daole an disterañ skleurenn war ar voger deñval. Dreist d'an ampoent e krogas ar sakrist da lazhañ gouleier an aoter-veur unan-hag-unan. »Droug zo ennout ouzhin?« a c'houlennas K. »Marteze n'ouzout ket e servij peseurt lez-varn emaout.« Ne zeuas respont ebet. »Ne ran nemet dispakañ ma skiant-prenañ«, eme K. El laez e chome sioul ar beleg. »Ne oan ket e soñj d'az tismegañsiñ« eme K. Neuze e huchas ar beleg warnañ: »N'out ket gouest da welet div gammed dirakout?« Kriet en doa evel un den fuloret, ha war un dro evel un den a wel unan all o kouezhañ hag a gri, disoñj ha diratozh, diwar ar spont a grog ennañ ivez.

War-se e chomjont dilavar o-daou ur pennad mat. Evel-just, gant an deñvalijenn a oa en traoñ ne c'halle ket ar beleg gwelet K., tra ma wele K. ar beleg fraezh-mat e sklêrijenn ar gleuzeur vihan. Perak ne ziskenne ket ar beleg? N'en doa graet prezegenn ebet, n'en doa roet da K. nemet un nebeud titouroù hag a raje sur a-walc'h muioc'h a zroug eget a vad dezhañ ma talc'hje kont dioute. Sur e oa K. koulskoude n'en doa ar beleg nemet mennadoù mat en e geñver; marteze, ma teuje d'an traoñ, e c'hallje K. en em glevet gantañ, kaout digantañ un ali mat ha talvoudus evit kompren, da skouer, neket penaos  levezoniñ ar prosez, met penaos tec'hout diouzh ar prosez ha bevañ en diavaez dioutañ. Bez' e oa, sur-mat, un diskoulm d'ar gudenn, ha soñjet en doa K. alies en dra-se er mareoù diwezhañ. Ma'z anaveze ar beleg ur seurt diskoulm, e c'hallje marteze hen diskuliañ ma vije pedet d'hen ober, evitañ da vezañ e dalc'h al lez-varn ha daoust m'en doa moustret war e galon dener betek hopañ war K. p'en doa taget hemañ al lez-varn.

»'Peus ket c'hoant da ziskenn?« eme K. »N'eus prezegenn ebet d'ober. Deus d'an traoñ 'tal ma c'hichen.« - »Bremañ, ya, e c'hallan dont«, eme ar beleg, keuz dezhañ, marteze, da vezañ hopet. Tra ma tistage ar gleuzeur diouzh he c'hrog e lavaras: »Ret e oa din, da gentañ, komz ouzhit eus a-bell. A-hend-all e vezan re aes da levezoniñ hag e tisoñjan ma c'hefridi.«

E c'hortoz a rae K. e traoñ ar viñs. En ur ziskenn ez astennas ar beleg e zorn dezhañ diwar ar bazenn uhelañ. »Un tammig amzer az peus evidon?« a c'houlennas K. »Kement a amzer ha m'az peus ezhomm«, eme ar beleg en ur reiñ da K. ar gleuzeur vihan da zougen. Zoken gwelet a-dost, ne golle ket e neuz lidus. »Hegarat-tre out ouzhin«, eme K.; bale-divale a raent kichen-ha-kichen en adnev deñval. »Un den hep e bar out, e-touez an holl re a zo e dalc'h al lez-varn. Muioc'h a fiziañs am eus ennout eget e n'eus forzh pe hini dioute, ha bras eo niver ar re a anavezan dija. Ganit e c'hallan komz didro.« - »Arabat dit en em douellañ«, eme ar beleg. »War betra e c'hallfen en em douellañ?« eme K. »War al lez-varn«, eme ar beleg, »rakskrid al Lezenn a ra anv eus an touell-se: Dirak al Lezenn ez eus ur porzhier. Un den a-ziwar ar maez a zeu da gaout ar porzhier hag a c'houlenn digor el Lezenn. Met ar porzhier a lavar dezhañ ne c'hall ket bremañ reiñ digor dezhañ. En em soñjal a ra an den hag e c'houlenn hag-eñ e c'hall mont tre diwezhatoc'h. ›Posubl eo‹, eme ar porzhier, ›met bremañ ne c'hallez ket‹. Digor eo dor al Lezenn evel kustum ha setu, pa ra ar porzhier ur gammed a-gostez ez a an den en e stou evit gwelet dre doull an nor petra zo e-barzh. Pa wel ar porzhier kement-se e lavar en ur c'hoarzhin: ›P'az peus ken bras c'hoant, klask 'ta an tu da zont e-barzh en desped d'an difenn a ran ouzhit. Met diwall mat: galloudus on. Ha n'on nemet ar porzhier izelañ. Eus ur sal d'eben e kavi porzhierien all, an eil galloudusoc'h eget egile. Me zoken, ne vezan ket evit gouzañv ar gwel eus an trede.‹ Ne oa ket an den a-ziwar ar maez engortoz eus seurt diaesterioù rak hervezañ e tle al Lezenn bezañ digor d'an holl, met goude bezañ sellet pizh ouzh ar porzhier en e vantell feur, ouzh e vell fri begek, e varv tartar hir ha du, e kav gwelloc'h chom da c'hedal ken na vo roet dezhañ an aotre da zont e-barzh. Ar porzhier a ro dezhañ ur skabell hag a lavar dezhañ mont da azezañ e-kichen an nor. Abaoe deizioù ha bloavezhioù emañ eno en e goazez. Klask a ra alies kaout digor ha skuizhañ a ra ar porzhier gant e bedennoù. Alies e ra ar porzhier atersadennoù bihan gantañ, e c'houlenneta a ra diwar-benn e gêr c'henidik ha traoù all ivez, met ne ra nemet goulennoù diseblant evel ma ra an aotrounez vras hag evit echuiñ, e lavar dezhañ bep gwech ne c'hall ket e lezel da antreal. An den, greiet gant a bep seurt traoù evit e veaj, a ra implij eus kement tra a zo gantañ, n'eus forzh pegen prizius e vefe, evit prenañ ar porzhier. Hemañ a gemer pep tra, met bep gwech e lavar: ›N'hen kemeran nemet evit na zeufes ket da grediñ ez peus manket un dra bennak.‹ E-pad bloavezhioù ha bloavezhioù, koulz lâret hep paouez, e sell an den ouzh ar  porzhier. Disoñjal a ra ar borzherien all, hag hemañ kentañ a seblant dezhañ bezañ ar skoilh nemetañ a stank outañ dor al Lezenn. Er bloavezhioù kentañ e vallozh a vouezh uhel e wallblanedenn, ha diwezhatoc'h, deut da vezañ kozh, ne ra mui nemet grozmolat etre e roched hag e choug. Kouezhañ a ra en e vugaleaj hag o vezañ m'en deus graet anaoudegezh, e-pad ar bloavezhioù tremenet o studiañ ar porzhier, gant ar c'hwen a zo en e c'houzougenn feur, e c'houlenn ivez digant ar c'hwen reiñ skoazell dezhañ evit darboellañ ar porzhier. Gant an amzer ez a e zaoulagad war wanaat ha ne oar ket mui hag-eñ eo teñval ar bed en-dro dezhañ pe fall e weled. E-kreiz an deñvalijenn e spurmant koulskoude ur skleur divarvel o tont dre wask dor al Lezenn. Bremañ n'en deus ket pell da vevañ ken. Gant ar marv o tostaat e teu an holl draoù en deus bevet e-pad ken hir amzer d'en em strollañ en e benn dindan stumm ur goulenn ha n'en deus ket graet ouzh ar porzhier betek-henn. Ur gwign a ra da hemañ, rak deut eo dic'houest da lakat e gorf reutaet en e sav. Ar porzhier a rank soublañ izel, rak ar c'hemm a oa dija etre e vent hag hini an den a zo kalz brasoc'h bremañ. ›Petra 'fell dit gouzout c'hoazh?‹ eme ar porzhier, ›diwalc'hus out.‹ - ›Hiraezhiñ a ra an holl d'al Lezenn‹, eme an den, ›perak neuze n'eus bet hini ebet estregedon o c'houlenn digor e-pad an holl vloavezhioù?‹ Kompren a ra ar porzhier emañ an den war e dalaroù, hag evit tizhout e skouarn damvouzar e hop a vouezh uhel: ›Ne c'halle hini ebet estregedout kaout digor amañ, rak graet e oa an nor-se evidout hepken. Bremañ ez an kuit hag he serriñ a ran.‹«

»Neuze eo bet touellet an den gant ar porzhier«, eme K. diouzhtu, doare warnañ da vezañ dedennet-bras gant an istor. »N'a ket re vuan«, eme ar beleg, »arabat dit degemer mennozhioù estren hep o burutellañ. Kontet em eus dit an istor evel ma'z eo skrivet. Er  skrid n'eus ket anv a douellerezh.« - »Sklaer eo koulskoude«, eme K., »hag ar pezh az peus lâret da gentañ a oa reizh. N'en deus roet ar porzhier an titour salvus-se nemet pa ne c'halle ket mui an den tennañ gounid dioutañ.« - »Betek neuze ne oa ket bet goulennet outañ«, eme ar beleg, »soñj mat, n'eus anezhañ nemet ur porzhier, ha graet en deus e zever a borzhier.« - »Perak e soñj dit en deus graet e zever?« a c'houlennas K., »n'en deus ket. Marteze e oa e zever stankañ an hent ouzh an estrenien, met dleet e oa dezhañ bezañ roet digor d'an den ma oa bet graet an nor evitañ.« - »N'ez peus ket trawalc'h a zoujañs evit ar skrid ha kemmañ a rez an istor«, eme ar beleg. »En istor e ro ar porzhier div zisplegadenn a-bouez diwar-benn ar mont-tre el Lezenn, unan en deroù, eben evit echuiñ. En arroud kentañ e lavar ne c'hall ket e lezel da antreal bremañ, hag en eil arroud: graet e oa an nor-se evidout hepken. Ma vije un dislavar etre an div zisplegadenn-se, neuze e vije ar gwir ganit hag ar porzhier en dije touellet an den. Met amañ n'eus dislavar ebet. Er c'hontrol, an displegadenn gentañ a sach koulz lavaret an eil d'he heul. Bez e c'haller lavaret kentoc'h, ez eo aet ar porzhier en tu all d'e zever p'en deus roet d'an den ar spi da vezañ lezet da vont e-barzh diwezhatoc'h. D'ar c'houlz-se, war a seblant, e oa e zever mirout ouzh an den da antreal, ha meur a hini, e-touez burutellerien ar skrid, zo bet souezhet en dije roet spi dezhañ, rak seblantout a ra ar porzhier karout ar reizhded ha seveniñ e garg en un doare strizh. Chom a ra en e bost e-pad kalz a vloavezhioù ha ne serr an nor nemet d'ar poent diwezhañ; gouzout a ra pegen pouezus eo e garg rak lavaret a ra: ›Galloudus on‹; doujañs en deus evit ar re a zo a-us dezhañ rak lavaret a ra ›N'on nemet ar porzhier izelañ‹; n'eo ket teodek rak e-pad an holl vloavezhioù-se ne ra, hervez ar skrid, nemet ›goulennoù diseblant‹; ne c'haller ket e brenañ, rak a-zivout ur prof e lavar: ›N'hen kemeran nemet evit na zeufes ket da grediñ ez peus manket un dra bennak‹; pa vez o seveniñ deverioù e garg ne c'haller nag e fromañ nag e chifañ rak ar skrid a lavar a-zivout an den: ›skuizhañ a ra ar porzhier gant e bedennoù‹; hag e neuz diavaez, e fri begek, e varv tartar hir ha du, a ziskouez ivez e spered pismigus. Daoust hag e c'haller kavout ur porzhier aketusoc'h d'e zever? Met ennañ ez eus ivez perzhioù all, talvoudus-tre evit an hini a c'houlenn digor, hag ar perzhioù-se a lak kompren penaos en deus gallet mont en tu all d'e zever ha reiñ spi d'an den evit an amzer da zont. Ne c'haller ket nac'h ez eo un tamm eeunik ha dre-se re fizius ennañ e-unan. Ar pezh a lavar diwar-benn e c'halloud hag hini ar borzherien all, koulz ha diwar-benn ar gwel anezhe dic'houzañvus zoken dezhañ, a c'hall bezañ reizh - ya, kement-se holl a c'hall bezañ reizh, met an doare m'hen lavar a ziskouez ez eo teñvalaet e veiz gant ar sotoni hag ar rogoni. Ar vuturellerien a lavar diwar-benn se: ›A-wechoù e c'haller meizañ mat un dra hag hen treuzkompren ivez war an hevelep tro.‹ Forzh penaos, ret eo krediñ e vez gwanaet evezhiañs ar porzhier gant e sotoni hag e rogoni, daoust ma ne zeu ket ar perzhioù-se war wel en un doare splann, met mankoù int koulskoude. Ouzhpenn-se e hañval ar porzhier bezañ hegarat dre natur hag e emzalc'h ne vez ket dalc'hmat hini un den-e-karg. Farsal a ra adalek ar penn kentañ, rak pediñ a ra an den da antreal en desped d'an difenn graet outañ, hag e-lec'h e gas kuit e ro dezhañ ur skabell, evel ma'z eo skrivet, hag e lavar dezhañ mont da azezañ e-kichen an nor. Ar basianted a ziskouez, e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù, p'en devez da reuziñ ouzh pedennoù an den, pa asant ober atersadennoù bihan ha degemer profoù, e zoare seven da lezel an den en e gichen da villigañ an tonkadur fallakr a-walc'h da lakaat ar porzhier-se d'ober gward amañ - kement-se holl a ro da soñjal e vez lusket gant an druez. N'eo ket an holl borzhier o dije graet kemend-all. Hag a-benn ar fin, pa ra an den ur gwign, e stou warnañ evit reiñ tro dezhañ d'ober e c'houlenn diwezhañ. Un tamm dibasianted - bez' e oar ar porzhier ez eo echu pep tra - a santer hepken pa lavar: ›Diwalc'hus out.‹ Reoù 'zo a ya pelloc'h c'hoazh gant o displegadenn hag a soñj dezhe e tiskuilh ar c'homzoù ›Diwalc'hus out‹ ur meni estlamm karantezus, warnañ koulskoude liv an dispriz. Bezet a vezo, en diwezh e wisk ar porzhier un neuz disheñvel diouzh an hini a roez dezhañ ez faltazi.« - »Anaout a rez an istor gwelloc'h egedon, hag abaoe pelloc'h  amzer«, eme K. dezhañ. E-pad ur par berr e chomjont dilavar. Neuze e lavaras K.: »Krediñ a rez eta n'eo ket bet touellet an den?« - »Arabat dit treuzkompren«, eme ar beleg, »ne ran nemet displegañ dit ar c'hredennoù a vez maget diwar-benn se. Ne zlefes ket ober re a van ouzh ar c'hredennoù. Digemmus eo ar Skrid hag alies ne ra ar c'hredennoù nemet melezouriñ an dic'hoanag a sav diwar ar fed-se. Hervez unan eus ar c'hredennoù-se zoken, e vefe ar porzhier end-eeun an hini touellet.«- »Gwall amplik eo ar gredenn-se«, eme K. »War betra eo bet diazezet?« - »War sotoni ar porzhier«, a respontas ar beleg. Lavaret e vez ne anavez ket diabarzh al Lezenn; ne anavez nemet an hent dirak an nor ma rank pilpasat dibaouez warnañ. E vennozhioù diwar-benn an diabarzh a vez kavet eeunik ha bugelel ha soñjal a reer en devez e-unan aon bras rak ar pezh a fell dezhañ lakaat an den da gaout aon rakañ. Ya, muioc'h a aon en devez eget an den, rak hemañ n'en devez ken c'hoant nemet da antreal zoken goude bezañ klevet komz eus ar borzherien spontus a zo e-barzh, tra ne fell ket d'ar porzhier mont tre; da vihanañ ne vez ket klevet anv eus se. Reoù all a lavar e tle bezañ bet ur wech bennak e-barzh, rak degemeret eo bet e servij al Lezenn ha kement-se ne c'hall c'hoarvezout nemet en diabarzh. War-se e ranker lavaret e c'hall bezañ bet anvet da borzhier gant ur vouezh eus an diabarzh, ha forzh penaos ne c'hall ket bezañ aet ken don-se e-barzh peogwir ne vez ket evit gouzañv ar gwel eus an trede porzhier. Ouzhpenn-se, lakaet a-gostez e evezhiadenn diwar-benn ar borzherien all, ne vez ket lavaret en dije kontet tra pe dra, e-pad an holl vloavezhioù-se, eus ar pezh a zo en diabarzh. Evel-just, e c'hallje bezañ difennet outañ, met eus un difenn ne vez ket komzet gantañ. Kement-se holl a ziskouez ne oar netra eus doare ha talvoudegezh an diabarzh ha n'en deus ket mennozhioù reizh war ar poent-se. Met e vennozhioù diwar-benn an den a-ziwar ar maez n'int ket reizh kennebeut, rak dindan an den-se emañ ha n'hen goar ket. Setu ma ra ar porzhier evel pa vije an den dindanañ ha se a zeu war wel e meur a zegouezh m'az peus moarvat dalc'het soñj dioute. Met hervez ar gredenn, e teu ken sklaer-all war wel emañ-eñ, e gwirionez, dindan an den. Sklaer eo, dreist-holl, emañ an hini dishual en ur renk uheloc'h eget an hini hualet. Ha dishual eo an den evit gwir, dieub da vont da lec'h ma plij dezhañ; n'eus nemet dor al Lezenn hag a zo difennet outañ, ha n'eus nemet unan o stankañ an nor: ar porzhier. Ma'z a da azezañ war ar skabell e-kichen an nor ha ma chom eno e vuhez-pad, e ra kement-se a-youl-gaer, rak an istor ne lavar ket e vije bet rediet. Met ar porzhier a rank, dre berzh e garg, chom stag ouzh e bost; difennet eo outañ mont kuit hag evit doare ne c'hall ket kennebeut mont e-barzh, goude m'en dije c'hoant. Ouzhpenn-se, daoust dezhañ da vezañ e servij al Lezenn, n'en deus da soursial nemet ouzh un nor hepken hag ouzh an den ma'z eo gouestlet dezhañ an nor-se. Evit an abeg-se ivez emañ dindan an den. Bez' e c'haller krediñ n'en deus graet e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù, e-pad ur vuhez-den tost da vat, nemet labour wenn rak kontet e vez e teu un den d'e gaout, da lâret eo unan en e oad gour, ha se a lak anat en deus ranket ar porzhier gortoz hir amzer a-raok bezañ e doare da seveniñ e garg, gortoz ken na erruje an den hag a zo deut-eñ a-youl-gaer. Ha ne zeu e-maez a garg nemet dre marv an den, pezh a dalvez da lavaret e chom dindanañ betek ar fin. Ha dibaouez e vez lavaret ne seblant ket ar porzhier gouzout an doare. Netra souezhus e kement-se, rak hervez ar gredenn e vez touellet ar porzhier muioc'h c'hoazh evit ar pezh a sell ouzh e garg. En diwezh e komz diwar-benn an nor hag e lavar: ›Bremañ ez an kuit hag he serriñ a ran‹, met lavaret eo bet er penn kentañ: ›Digor eo dor al Lezenn evel bepred‹ ha ma chom bepred digor - bepred da lâret eo n'eus forzh pegeit e pad buhez an den ma'z eo gouestlet dezhañ - neuze ne c'hall ket ar porzhier he serriñ. N'emañ ket an holl a-unan diwar-benn ar pezh a boulz ar porzhier da zegemenn emañ o vont da serriñ an nor: marteze e fell dezhañ reiñ ur respont bennak d'an den, pe reiñ lufr da zeverioù e garg, pe c'hoazh stlepel an den, d'ar poent diwezhañ, en ur mor a vorc'hed hag a dristidigezh. Met kalz a zo a-unan evit lavaret ne c'hallo ket serriñ an nor. Krediñ a ra dezhe zoken e oar ar porzhier, da vihanañ en diwezh, nebeutoc'h eget an den rak hemañ a wel ur skleur o tont dre wask dor al Lezenn tra ma chom ar porzhier, dre berzh e vicher, gant e gein troet d'an nor ha ne lavar netra hag a rafe soñjal en deus gwelet ur c'hemm bennak.« - »Displeget mat eo ar gudenn«, eme K. hag en doa adlavaret a hantervouezh, evitañ e-unan, un nebeud arroudoù eus displegadenn ar beleg. »Displeget mat eo, ha soñjal a ran bremañ ivez e vez touellet ar porzhier. Daoust da se ne zislavaran ket ar pezh am eus soñjet da gentañ rak an div gredenn a glot tamm pe damm an eil gant eben. Ne vern ha touellet pe get e ve ar porzhier. Lavaret em eus e vez touellet an den. Ma wel sklaer ar porzhier, e c'haller diskrediñ war se, met ma vez touellet, e rank an touell en em astenn dre ret war an den. Neuze, n'eo ket ar porzhier un toueller, met un den ken eeunik ma vije ret e derriñ raktal eus e garg. Soñj 'ta: an touell ma'z eo sanket ar porzhier ennañ ne ra droug ebet dezhañ, met mil droug a ra d'an den.«- »Ur gredenn all a zeu da enebiñ ouzh da hini«, eme ar beleg. »Darn a lavar ne ro an istor da zen ebet ar gwir da varn ar porzhier. N'eus forzh penaos en em ziskouez dimp, ez eus anezhañ ur servijer d'al Lezenn, da lâret eo emañ e dalc'h al Lezenn ha ne c'hall ket bezañ barnet gant tud voutin. Hag arabat eo krediñ e vefe ar porzhier dindan an den. Bezañ stag, dre berzh ur garg, ouzh dor al Lezenn a zo kalz muioc'h eget bevañ dieub er bed. Dont a ra an den da gaout al Lezenn, met ar porhier a zo eno dija. Anvet eo bet en e garg gant al Lezenn ha diskrediñ war e zellezegezh a vefe kement ha diskrediñ war al Lezenn.« - »N'on ket a-du gant se«, eme K. gant un hej d'e benn, »rak evit ober diouzh ar gredenn-se e rankfed degemer da wir kement tra a lavar ar porzhier. N'eo ket posubl, avat, hag hen displeget az peus da-unan dre ar munud. »Nann«, eme ar beleg, »ne ranker ket degemer da wir kement tra a lavar, rankout a reer hepken hen degemer evel un dra ret.« - »Tristat kredenn«, eme K. »Ar gaou deut da vezañ urzh ar bed.«

K. a zistagas ar c'homzoù-se evit echuiñ, met n'en doa ket barnet c'hoazh pep tra. Re skuizh e oa evit diawelet disoc'hoù an istor-se ha re zivoas e oa ar soñjezonoù a zeue d'e spered: traoù diwirion hag a zeree kalz gwelloc'h ouzh kargidi al lez-varn evit magañ o divizoù, eget na zereent outañ. An istor, eeun da gentañ, a oa distreset bremañ; c'hoant en doa d'en em zizober dioutañ hag ar beleg, o tiskouez evel-se pegen damantus e oa, ne enebas ket hag a zegemeras digomz evezhiadenn K. daoust ma ne glote ket gant ar pezh a soñje-eñ.

Kerzhout a rejont dilavar e-pad ur pennad; K. en em zalc'he stok-ha-stok ouzh ar beleg, hep gouzout pelec'h en em gave. Abaoe pell 'zo e oa marvet ar gouloù er gleuzeur a oa gantañ en e zorn. D'ur poent bennak e welas delwenn arc'hant ur sant o lugerniñ dres dirakañ hag o veuziñ trumm en deñvalijenn. Kuit dezhañ da chom penn-da-benn dindan dorn ar beleg e c'houlennas K. outañ:  »Daoust ha n'emaomp ket bremañ tost ouzh dor ar porched?« - »Nann«, eme ar beleg, »pell diouti emaomp. C'hoant az peus da vont kuit dija?« Daoust ma n'en doa ket soñjet K. mont kuit bremañ e lavaras diouzhtu: »Evel-just, ret eo din mont a-raok. Melestrour on en ur bank hag eno emeur ouzh ma gortoz; ne oan deut amañ nemet evit diskouez an iliz-veur d'ur gweladenner estren.« - »Mat«, eme ar beleg en ur astenn e zorn da K., »kae neuze.« - »N'on ket evit kavout ma hent en deñvalijenn«, eme K. »Kerzh a-gleiz betek ar voger«, eme ar beleg, »neuze kerzh a-hed ar voger hep distokañ diouti hag e kavi un nor da vont er-maez.« Met a-vec'h m'en doa graet ar beleg un toullad kammedoù, setu ma huchas K. a vouezh uhel-tre: »Mar plij, gortoz un tammig c'hoazh!« - »Gortoz a ran«, eme ar beleg. »Ne fell dit netra ken diganin?« a c'houlennas K. »Nann«, eme ar beleg. »Ken hegarat out bet ouzhin bremaik«, eme K., »displeget az peus din pep tra, ha setu ma roez din an digouvi evel pa ne rafes forzh ebet ganin.« - »Rankout a rez mont kuit«, eme ar beleg. »Ya 'vat«, eme K., »ret eo dit kompren.« - »Da gentañ e vo ret dit-te kompren piv on-me«, eme ar beleg. »Aluzener ar prizon out«, eme K. en ur dostaat ouzh ar beleg; kavout a rae dezhañ n'en doa ket mui kement a ezhomm da zistreiñ diouzhtu d'ar bank hag e  c'halle brav-mat chom ur pennad c'hoazh amañ. »E dalc'h al lez-varn on eta«, eme ar beleg. »Neuze, petra am bije da c'hortoz diganit? Al lez-varn ne c'hortoz netra diganit. Da zegemer a ra pa erruez ha da lezel a ra da vont pa'z ez kuit.«

Dekvet pennad
   Dibenn

Da zerc'hent unanvet deiz ha tregont e c'hanedigezh - war-dro nav eur noz, an eur ma kouezh ar sioulder war ar straedoù - e teuas daou aotrou da lojeiz K. Gwisket gant levitennoù, lart ha livet-fall an tamm anezhe, e tougent togoù foñs uhel hag a seblante biñset war o fennoù. Goude bezañ graet un tamm ardoù dirak dor ar ranndi evit gouzout piv a yaje da gentañ e-barzh, e rejont, dirak dor K., ar memes ardoù war an ton bras. Daoust ma ne oa ket bet kemennet dezhañ e teuje tud d'e welet, e oa azezet K. war ur gador e-kichen an nor, paket eñ ivez e dilhad du, stumm warnañ da vezañ o c'hortoz gweladennerien, hag e wiske goustadik manegoù nevez, stegn-mat war e vizied. Diouzhtu ez eas K. en e sav en ur deurel ur sell ranell war an aotrounez. »C'hwi eo eta ar re laket evidon?« a c'houlennas. Un hej a reas an aotrounez d'o fenn hag unan a ziskouezas egile gant e dog en e zorn. Anzav a reas K. outañ e-unan e oa bet o c'hortoz ur weladenn all. Mont a reas betek ar prenestr hag e taolas adarre ur sell war ar straed teñval. Tost an holl brenestroù en tu all d'ar straed a oa teñval dija, ha war kalz anezhe e oa bet serret ar stignoù. En ur prenestr sklêrijennet e oa bugale vihan o c'hoari an eil gant egile a-drek ur gael, ha dic'houest c'hoazh da zistokañ diouzh o flas e tastornent an eil war-du egile gant o daouarnigoù. »C'hoarierien gozh eus ar renk izelañ zo bet kaset din«, eme K. en ur sellet ur wech c'hoazh en-dro dezhañ evit bezañ sur eus ar pezh a wele. »Klask a reer dont a-benn diouzhin marc'had-mat.« A-daol-trumm e troas K. war-du enne hag e c'houlennas: »Eus pe c'hoariva e teuit?« - »C'hoariva?« a c'houlennas unan eus an aotrounez ouzh egile gant ur grenadenn e korn e vuzelloù. Egile en em rene evel un den mut o stourm ouzh e gorf disentus. »Ne oant ket engortoz e vije graet goulennoù oute«, a soñjas K. en ur vont da gerc'hat e dog.

Kerkent hag erruet er skalier e klaskas an aotrounez kazeliañ K., met hemañ a lavaras: »Deomp da gentañ war ar straed, n'on ket klañv.« Dirak an nor, avat, e krogjont diouzhtu en e zivgazel en un doare iskis, evel n'en doa graet biskoazh den ebet gant K. Derc'hel a raent o skoazioù stok ouzh e re, o brec'hioù, e-lec'h bezañ pleget, a oa kenweet war o hed gant brec'hioù K. ha tapet o doa peg en e zaouarn gant ur jestr ampart ha didrec'hus, frouezh krogadoù-pleustriñ ingal ha stank. Sonn ha reut e kerzhe K. kreiz etreze ha ken unvanet e oant bremañ o-zri ma ne vije ket bet tu da ziskar unan anezhe hep o diskar holl. Stummañ a raent un dolzenn evel na vez stummet peurvuiañ nemet gant traoù divuhez. E sklêrijenn ar c'hleuzeurioù-straed e klaskas K. meur a wech, daoust pegen diaes e oa eus a gen tost, gwelet e ambrougerien fraeshoc'h eget n'en doa gallet o gwelet e damdeñvalijenn e gambr. »Marteze ez eus anezhe tenored«, a soñjas en ur deurel ur sell war o adgroñjoù pounner. Doñjeret e oa gant o dremmoù re naet. Seblantout a rae dezhañ gwelet an dorn en doa puret korn o daoulagad, rimiet o lapenn ha karzhet roufennoù o groñj.

Pa verzas K. an dra-se e reas un harp, hag evel-just e chomas an daou all a-sav ivez; en em gavout a raent bremañ war bevenn ur blasenn c'houllo, didud ha kaeraet gant palejadoù bleuñv. »Perak ez eo c'hwi end-eeun a zo bet kaset din?« a daolas K., kentoc'h evel ur c'hri eget evel ur goulenn. Ne gavas an aotrounez netra da respont; gortoz a raent, o divrec'h vak a-istribilh, evel klañvdourien pa fell d'ar c'hlañvour diskuizhañ. »Ne'z in ket pelloc'h«, eme K., kement hag ober un taol-esa. Ne oa ket ret d'an aotrounez respont, trawalc'h e oa dezhe chom hep diskregiñ diouzh K. ha klask e zibradañ evit e rediañ da vont war-raok, met enebiñ a rae K. »N'em bo ket mui ezhomm eus kalz a nerzh«, a soñjas, »setu ma c'hallan implijout bremañ an holl nerzh a chom ganin.« Dont a reas soñj dezhañ eus ar c'helien hag a striv d'en em zistagañ diouzh un tamm paper-peg gant o favioùigoù o freuzañ. »Tenn e vo al labour evit an aotrounez.«

D'an ampoent e voe gwelet an dimezell Bürstner o tifoupañ eus ur straed izeloc'h hag o pignat gant ur skalierig war-du ar blasenn. Ne oa ket sur e oa ar plac'h-se an dimezell Bürstner, met heñvel-tre e oa outi. K., avat, ne oa ket e chal da c'houzout hag-eñ e oa e gwirionez an dimezell Bürstner, met a-greiz-holl e komprenas pegen aner e oa dezhañ enebiñ. Ne oa ket un taol-kur enebiñ ouzh an aotrounez, reiñ darbar dezhe, klask tañva bremañ, en e stourm, elfenn diwezhañ ar vuhez. Loc'hañ a reas adarre hag un tammig eus ar blijadur a roas dre-se d'an aotrounez a strinkas warnañ. E lezel a raent bremañ da zibab an hent da heuliañ ha setu ma tibabas an hent heuliet en o raok gant an dimezell, neket dre m'en dije bet c'hoant d'he adtapout pe da zerc'hel e sell warni e-pad pell, met dre ma ne venne ket disoñjal ar gourc'hemenn bev e oa-hi evitañ. »An dra nemetañ a c'hallan ober«, emezañ dezhañ e-unan, hag ar c'hempouez etre e gammedoù ha kammedoù an daou all a ziskouezas dezhañ en doa soñjet reizh, »an dra nemetañ a c'hallan ober bremañ eo mirout divrall, betek ar fin, ma foell ha ma skiant-varn. A-hed ar wech em eus klasket kregiñ e-barzh ar bed gant nouspet dorn warn-ugent, ha kement-se gant ur pal displet a-walc'h war ar marc'had. Ne oa ket reizh. Ha bremañ e tlefen diskouez ez on bet dic'houest da dennañ kentel eus ar prosez a zo o ren abaoe bloaz? Hag e tlefen mont kuit en ur dremen evit un den aheurtet? Hag e tlefe bezañ lavaret diwar ma fenn e felle din, en deroù, klozañ ar prosez hag e fell din, en diwezh, adstagañ gantañ? Ne fell ket din e vije lavaret kement-se. Anaoudek on abalamour ma'z eus bet laket daou zen hanter-vut ha digompren d'am bleniañ war an hent-se, hag abalamour ma'z on bet lezet da lavaret din ma-unan ar pezh a oa da lavaret.«

E-keit-se he doa tapet an dimezell ur straedig treuz, met bremañ e c'halle K. he dioueriñ hag e lezas e ambrougerien d'e vleniañ. An tri den, bremañ a-unan, a dreuzas ur pont sklêrijennet gant al loar; sentiñ a rae an aotrounez ouzh kement fiñvadenn graet gant K. ha pa droas hemañ un tammig war-du an aspled, e trojont a-gevret gantañ evel ur bloc'h. An dour, lufr ha krenus dindan sklêrijenn al loar, en em ranne tu-ha-tu d'un enezig goloet a zelioù sec'h kouezhet diouzh ar gwez hag ar bodoù, dastumet en ur bern stank. Dindane, diwelus d'an eur-mañ, e oa alezioù grouan gant bankoù aes ma oa bet K. meur a wech en devezhioù hañv o tiskuizhañ warne. »Ne oan ket e soñj da chom a-sav«, emezañ d'e ambrougerien, mezhekaet an tamm anezhañ gant o doareoù amgraus. A-drek kein K. e seblantas unan anezhe ober ur rebechig d'egile en abeg d'an ehan hag a c'halle bezañ treuzkomprenet, goude-se ez ejont war-raok. Unan gant mourroù stank, e zorn krog e dorn e sabrenn, a dostaas, evel a-ratozh-kaer, ouzh ar strollad hag a sache un tamm diskred warnañ. An aotrounez a chomas sac'het; an archer a seblante prest da zigeriñ e c'henoù, met K. a sachas gant nerzh an aotrounez war-raok. Gwech ha gwech all e taole ur sell en a-dreñv da welet ha ne oa ket an archer war o lerc'h; erruet en tu all da gorn ar straed, ha kuzhet dre-se ouzh selloù an archer, e stagas K. da redek hag an aotrounez, daoust d'ar bec'h o doa o kaout o alan, a rankas redek gantañ.

Prestik en em gavjont e diavaez kêr, en tu m'emañ ar maezioù ken stok ouzh kêr ma seblantont diflukañ diouti. Ur vengleuz vihan, dilezet ha disleber, a oa e-kichen un ti savet e giz-kêr. Aze e reas an aotrounez un ehan, marteze peogwir e oant erruet el lec'h ma felle dezhe erruout, pe marteze dre ma oant re faezh evit kerzhout pelloc'h. Neuze e tiskrogjont diouzh K. hag a c'hortoze digomz; tennañ a rejont o zogoù foñs uhel ha sec'hañ ar c'hwezenn diwar o zal gant o mouchoueroù en ur sellet en-dro dezhe er vengleuz. Dre-holl e taole al loar he sklêrijenn en un doare naturel ha peoc'hus, evel na oar ober nep gouloù all. Goude bezañ eskemmet un nebeud gerioù evit divizout piv a vije karget eus ar c'hefridioù a chome da gas da benn - evit doare ne oa bet bet ingalet etre an aotrounez an urzhioù roet dezhe - e tostaas unan anezhe ouzh K. hag e tennas diwarnañ e vantell, e jiletenn hag a-benn ar fin e roched. Kridienniñ a reas K. en desped dezhañ hag an aotrou a skoas skañvik war e gein evit e sioulaat. Neuze e tastumas dilhad K. gant aked, evel traoù hag a servijo c'hoazh un deiz bennak, met kalz diwezhatoc'h. Evit mirout na chomje K. a-boz dindan avel yen an noz, e krogas diouzhtu en e gazel hag e stagas da bilpazat gantañ tra ma furche egile er vengleuz, evit dizoleiñ ur plas dereat bennak. Kavet gantañ ar pezh a glaske, e reas ur sin d'an aotrou all hag hemañ a gasas K. davetañ. Tost e oant ouzh kostenn ar vengleuz ha war an douar e oa ur maen distaget diouti. An aotrounez a azezas K. war an douar, harpet ouzh ar maen, hag a lakas e benn war-c'horre ar maen. Daoust d'an holl boan kemeret gante hag en desped d'ar youl-vat diskouezet gant K., e chome azezet, evel dre heg, en un doare amnaturel. Setu perak e pedas unan eus an aotrounez e genseurt da lezel gantañ ar garg da lakat K. en e c'hourvez, met ne voe ket gwellaet an traoù dre-se. A-benn ar fin e voe lezet K. en ur stuz ha na oa ket an hini gwellañ eus ar re amprouet betek-henn. Neuze e tigoras an hevelep aotrou e levitenn, e tennas eus ur gouin ispilhet ouzh ur gouriz stardet en-dro d'e jiletenn ur gontell-giger hir, moan, lemmet-mat an daou du anezhi, hag he sevel a reas evit gwelet er sklêrijenn ha lemm a-walc'h e oa. Adkregiñ a rejont gant o ardoù heugus: unan a astennas ar gontell d'an hini all a-us da benn K., hag an hini all he adroas dezhañ en hevelep doare. Gouzout mat a rae K. e vije bet dleet dezhañ, pa oa ar gontell o tremen a zorn da zorn a-us d'e benn, kregiñ enni hag he sankañ en e vruched. Met e-lec'h se ez astennas e c'houzoug chomet dieub hag e sellas en-dro dezhañ. Ne c'halle ket c'hoari e roll war e hed, diskargañ ar velestradurezh eus an holl labour; kiriek d'ar mank diwezhañ-mañ oa an hini en doa nac'het outañ ar peurrest eus an nerzh a vije bet ret evit se. Kouezhañ a reas e selloù war solieradur diwezhañ an ti stok ouzh ar vengleuz. Evel ur gouloù o tarzhañ trumm e stlakas stalafioù ur prenestr digoret a-daol-krenn, hag un den, treut ha dister du-hont en uhel, en em stouas pell war-raok en ur astenn e zivrec'h pelloc'h c'hoazh. Piv oa hemañ? Ur mignon? Un den madelezhus? Unan hag a gemere perzh? Unan mennet da reiñ skoazell? Un hinienn e oa? Pe an holl? Ha sikour a oa c'hoazh? Bez' e oa arguzoù hag a oa bet ankouaet? Evel-just e oa anezhe. Kaer he deus al logik bezañ divrallus, ne bad ket ouzh un den mennet start da vevañ. Pelec'h e oa ar barner n'en doa gwelet morse al liv anezhañ? Pelec'h al lez-varn uhel n'en doa tizhet morse mont betek enni? Sevel a reas e zaouarn en ur zistokañ e holl vizied.

Met kelc'hiet e voe gouzoug K. gant daouarn unan eus an aotrounez tra ma sanke an hini all ar gontell don en e galon en ur dreiñ al laonenn div wech enni. Gant e zaoulagad o vervel e welas K., tost ouzh e zremm, an aotrounez jod-ouzh-jod o sellet ouzh disoc'h ar setañs. »Evel ur c'hi!« emezañ; hag e oa evel pa zleje ar vezh chom bev war e lerc'h.

STAGADENN

Ar re o deus bet plijadur o heuliañ kantreadennoù diroll Kafka dre bed ar Justis a gavo amañ un astenn d'ar geusteurenn. Troet eo bet ivez ar pennadoù reputet gant Max Brod, rak fellout a rae dezhañ reiñ d'ar strollad follennoù distag chomet  a-ziwar-lec'h Kafka stumm ur romant klok, pezh a zo deut da vat gantañ ivez. Ne gave ket dezhañ, koulskoude, e oa ar pennadoù-se didalvoud, rag embannet int bet gantañ un nebeud bloavezhioù goude e stumm ul levrig distag. Bremañ e vez kinniget ar pennadoù diechu, e stumm ur stagadenn, en darn vuiañ eus an embannadurioù alamanek. Rak-se ne c'hallent ket mankout pelloc'h e troidigezh vrezhonek Ar prosez. Ra gavo ma div zousennad lennerien kement a blijadur ouzh o lenn hag em eus bet ma-unan ouzh o zreiñ.

Françoise Lermen

Ar prokulor2  

En desped d'an anaoudegezh eus doareoù an dud hag ar bed gounezet gantañ a-hed e holl vloavezhioù-labour er bank, e vage K. kalz a istim evit ar gompagnunezh a zeue ingal d'en em vodañ en he zavarn gustum ha morse n'en doa klasket en em zifenn ouzh ar mennozh e oa un enor bras evitañ bezañ ezel eus ur seurt kompagnunezh. Enni ne oa, koulz lavaret, nemet barnerien, prokulored, alvokaded, met degemeret e oa bet ivez un toullad kargidi ha kloareged-alvokad yaouank-flamm; ar re-mañ, avat, azezet e penn traoñ an daol, ne vezent aotreet da emellout er gaoz nemet pa veze graet goulennoù oute. Peurvuiañ ne veze graet seurt goulennoù nemet evit lakat ar gompagnunezh da c'hoarzhin, ha plijout a rae dreist-holl d'ar prokulor Hasterer, azezet ordinal e-kichen K., mezhekaat an aotrounez yaouank en doare-se. Pa zigore e zorn bras ha blevek e-kreiz an daol, en ur dreiñ e sell war-du ar penn traoñ anezhi, e veze dija an holl war selaou. Ha pa veze degemeret ar goulenn gant unan ha na c'halle ket zoken kompren ar ster anezhañ, pe gant unan hag a bare selloù prederiet en e werennad vier en ur stlakañ e javedoù e-lec'h kaozeal, pe zoken - ha se oa ar pep gwashañ - gant unan hag a zic'henaoue ur froudad komzoù evit displegañ ur mennozh direizh pe diaotreet, e rae an aotrounez kozh un dro war o c'hadorioù gant ur mousc'hoazh e korn o muzelloù ha neuze hepken e tiskouezent bezañ en o jeu. Ar c'hendivizoù sirius hag a c'houlenne ur ouiziegezh resis war an danvez meret a chome en o dalc'h dezhe.

Degaset e oa bet K. er gompagnunezh-se gant un alvokad karget da blediñ gant aferioù gwirel ar bank. D'ur mare bennak en doa ranket K. ren gantañ er bank divizoù hir hag a bade betek diwezhat en abardaez; dre-se e oa degouezhet dezhañ mont da goaniañ e-ser an alvokad ha kavet en doa plijadur o taremprediñ ar gompagnunezh a gustume en em vodañ en-dro d'ar memes taol en davarn. Gwelet a rae amañ aotrounez gouiziek, doujet, galloudek ivez en un doare, hag a gemere diduamant o klask diskoulmañ, gant kalz a boan, kudennoù skoemp hep liamm eeun gant ar vuhez voutin. Daoust ma ne c'halle ket K., evel-just, kemer ur perzh bras en divizoù, e kave evelkent an tu da zeskiñ ur bern traoù ma c'hallje tennañ gounid dioute abred pe ziwezhat er bank, ha tro en deveze ivez da skoulmañ darempredoù gant hini pe hini eus kargidi al lez-varn, pezh a veze bepred talvoudus. Ha war a seblante dezhañ e oa bet degemeret mat gant ar gompagnunezh. Buan e teuas da vezañ anavezet evel arbennigour war an armerzh hag e vennozhioù war ar c'hraf-se a veze sellet - daoust d'an tammig mousfent a zeue war-c'horre - evel gwirionezioù divrall. Ne oa ket ral gwelet daou zen a lezenn, dezhe mennozhioù disheñvel war ur gudenn o tennañ d'ar Gwir, o c'houlenn e ali digant K. ha, da c'houde, klevet anv K. o tont en holl brezegennoù hag enebadennoù, ha zoken en dispisañ martezeadoù ha na c'halle mui K. heuliañ abaoe pell. Tamm-ha-tamm, avat, e teuas meur a dra da vezañ sklaer en e spered, dreist-holl a-drugarez d'ar prokulor Hasterer hag a oa dezhañ ur c'huzulier mat hag hegarat. Alies zoken ez ae K. d'e ambroug en noz betek e di. Met e-pad pell ne zeuas ket a-benn d'en em voazañ da vont kazel-ha-kazel gant an den ramzel-se hag en dije gallet, hep ober van a netra, e guzhat dindan e gabell ledan. Gant an amzer, avat, e teujont da vezañ ken tost an eil ouzh egile ma voe diverket ar c'hemm a oa etreze e-keñver deskadurezh, micher ha oad. En em zaremprediñ a raent evel pa vijent bet mignoned a-viskoazh ha ma veze kredet a-wechoù, diwar ar gwel kentañ, e oa unan anezhe dreist d'an hini all, hemañ ne oa ket Hasterer met K., rak ar gwir a veze peurliesañ gantañ dre m'en doa dastumet, eeun-hag-eeun diwar ar grib, ur skiant-prenañ ha na c'hall ket bezañ gounezet a-drek taol ul lez-varn. O mignoniezh, evel-just, a zeuas prim da vezañ anavezet gant an holl ha tost ankouaet e voe gant piv e oa bet degaset K. er gompagnunezezh rak skoret e oa hiviziken gant Hasterer; ha ma teue unan bennak da enebiñ ouzh e wir da vezañ azezet ouzh an daol-se en doa K. abegoù mat d'en em harpañ war Hasterer. Diwar-se e c'hounezas K. gwirioù-dreist rak Hasterer a oa ken brudet ha ma oa doujet. An nerzh hag an ampartiz a ziskoueze en e zoare da gompren al lezenn a oa hep mar ebet estlammus, met kalz eus an aotrounez a oa da vihanañ par dezhañ war ar poent-se; padal ne oa hini ebet gouest da zifenn e vennozhioù gant kement a daerder. Merzet en doa K. e lake Hasterer spont da sevel en e eneber pa ne c'halle ket e gendrec'hiñ ha meur a hini a souze a-dreñv dirak e viz-yod astennet. Bez' e oa neuze evel pa vije bet disoñjet gant an eneber e oa aze e kompagnunezh mignoned vat ha kenseurted o komz eus kudennoù ijinet gante, ha rak-se ne c'halle c'hoarvezout gwall ebet dezhañ; tevel a rae koulskoude hag un hej d'e benn a veze sellet evel ur sin a galonegezh. Un arvest diaes a-walc'h da c'houzañv a veze gwelet p'en em gave an eneber azezet pell diouzh Hasterer ha pa gomprene hemañ ne c'halle ket bezañ skoulmet un emglev eus ken pell; neuze e vounte e asiedad boued a-gostez hag e save goustadik diwar e gador evit mont e-unan war-gaout an den. Ar re azezet tostik dezhañ a daole o fennoù war-dreñv evit gwelet mat e zremm. Met n'eo ket alies e c'hoarveze seurt darvoudoù, ha dreist-holl ne c'halle Hasterer mont da vat e breskenn nemet pa veze anv eus kudennoù o tennañ d'ar Gwir, da gentañ holl eus kudennoù a selle ouzh prosezioù en doa renet pe ouzh prosezioù a veze c'hoazh o ren. Pa ne veze ket anv eus seurt kudennoù e ouie bezañ hegarat ha sioul, e c'hoarzhe war un ton karantek hag e lake e holl breder gant an debriñ hag an evañ. A-wechoù e tegouezhe ivez gantañ chom hep selaou an divizoù en-dro dezhañ, treiñ war-gaout K., lakat e vrec'h war gein e gador, ober outañ a hanter-vouezh goulennoù a-zivout ar bank ha komz neuze eus e labour-eñ, pe eus e istorioù merc'hed hag a roe dezhañ tost kement a drevell hag al lez-varn. Gant hini all ebet eus ar gompagnunezh ne veze gwelet o komz evel-se, hag an neb en deveze un dra bennak da c'houlenn digant Hasterer - peurvuiañ e veze anv eus kompezañ un tabut gant ur c'henseurt - a yae alies da gavout K. da gentañ evit e bediñ d'ober da hanterour, pezh a rae bepred a galon vat ha ken aes ha tra. Da gustum, hep tennañ e vad eus e zarempredoù gant Hasterer, e ouie K. bezañ seven ha leun a elevez e-keñver an holl; ha gouzout a rae ivez, pezh a oa pouezusoc'h c'hoazh eget sevended hag elevez, anaout plas an aotrounez e skeul ar renkadoù hag ober dezhe hervez o renk. War ar poent-se, avat, e veze kenteliet ingal gant Hasterer rak ar reolennoù da heuliañ e seurt degouezhioù a oa ar re nemete ha na vezent morse torret gantañ, zoken e-kerzh an taerañ breutadennoù. Setu perak, pa gomze ouzh an aotrounez yaouank azezet e traoñ an daol ha n'o doa koulz lavaret renk ebet, e tibune prezegennoù hag a dalveze evit an holl, evel pa ne vije ket anezhe hiniennoù met ur mell tolzennad vev. An aotrounez-se end-eeun a ziskoueze dezhañ kalz a zoujañs ha pa save diwar e gador war-dro unnek eur e teue bepred unan bennak d'e skoazellañ da wiskañ e vantell bounner tra ma tigore unan all an nor dirakañ gant ur stouadenn izel, hag evel-just e talc'he bepred an nor digor pa gerzhe K. e-maez ar sal da heul Hasterer.

En amzerioù kentañ ne rae K. nemet ur paz-ki da Hasterer, pe hemañ ur paz-ki da K., met diwezhatoc'h e tapjont ar pleg da echuiñ seurt abardaevezhioù e ti Hasterer hag a bede K. da vont tre ha da chom gantañ ur pennadig. Aze e tremenent c'hoazh un eurvezh bennak oc'h evañ bannac'hoù hag o vutuniñ segalennoù. Ar c'hustum-se a blije kement da Hasterer ma ne asantas morse distagañ dioutañ, zoken e-pad an toullad sizhunioù ma roas bod en e di d'ur vaouez anvet Helene. Ur vaouez tev ha kozhik a-walc'h a oa anezhi, gant ur c'hroc'hen arvelen ha rodelladoù blev du o c'hronnañ he zal. K. n'he gwelas da gentañ nemet gourvezet divezh a-walc'h war ur gwele, 'lec'h ma veze peurvuiañ o lenn ur romant-kazetenn hep teurel pled ouzh kaozeadenn an aotrounez. N'eo nemet pa veze diwezhat-mat anezhi ma zic'hourde hec'h izili en ur vazailhat, ha pa ne zeue ket a-benn da dennañ an evezh warni en un doare all, e stlape ul levrenn eus he romant ouzh Hasterer. Neuze ez ae hemañ en e sav gant ur mousc'hoarzh, ha K. a gimiade dioutañ. Diwezhatoc'h, avat, pa grogas Hasterer da skuizhañ gant Helene, e teuas homañ da zirenkañ un tamm mat o emgavioù. Evit gortoz an aotrounez, e veze bremañ gwisket penn-kil-ha-troad,  peurvuiañ gant ur sae hag a gave sur a-walc'h prizius ha kran goude ma oa, e gwirionez, ur c'hozh sae-goroll kinklet betek re ha displijus-kenañ da welet gant ar pempilhoù hir a oa outi. Ne ouie ket K. ervat pe neuz a oa gant ar sae-se; nac'h a rae koulz lavaret sellet outi ha chom a rae eurvezhioù-pad war e gador, e selloù hanter-droet etrezek an douar tra ma veze-hi o torodellañ dre ar sal pe o chom azezet tostig dezhañ; ha diwezhatoc'h pa'z eas an traoù war washaat eviti e klaskas zoken, en he enkrez, lakat gwarizi da ziwan e kalon Hasterer dre ober muioc'h a stad ouzh K. eget outañ. N'eo ket ket gant ar fallentez met gant an dic'hoanag e veze bountet da stouiñ he c'horf a-us d'an daol en ur ziskouez he c'hein noazh ront ha kuilh ha da dostaat he dremm ouzh K. evit e rediañ da sevel e zaoulagad. Gant ur seurt emzalc'h ne dizhas nemet un dra: hiviziken e nac'has K. mont da di Hasterer ha pa zistroas a-benn ur pennad e oa bet taolet Helene er-maez ur wech evit mat; K. a zegemeras ar c'heloù-se hep souezh. En abardaevezh-se e chomjont asambles hiroc'h eget kustum, war atiz Hasterer e tougjont yec'hedoù d'o breudeuriezh ha war hent an distro e oa K. un tammig badaouet gant ar butun hag ar bannac'hoù.

Er beure war-lerc'h end-eeun e lavaras rener ar bank, e-kerzh un diviz o tennañ d'an aferioù, e krede dezhañ bezañ gwelet K. dec'h da noz. Ma ne fazie ket e oa K. o kerzhout kazel-ha-kazel gant ar prokulor Hasterer. Ken iskis e seblante ar rener kavout an dra-se ma venegas zoken - met se a glote mat gant e dech da vezañ resis e pep tra - anv an iliz m'en doa gwelet an arvest-se dirak ar voger hirañ anezhi, e-tal ar feunteun. M'en dije bet c'hoant da zeskrivañ un touellwel n'en dije ket dibabet gerioù all. Disklêriañ a reas K. dezhañ e oa ar prokulor mignon dezhañ hag e oant tremenet dec'h da noz e-biou d'an iliz. Ar rener, gant ur mousc'hoarzh souezhet, a bedas K. da azezañ. Se a oa unan eus ar mareoù hag a lake K. da garout ar rener, mareoù ma tiskoueze an den gwan ha klañvidik-se, dalc'het gant barradoù paz ha re sammet gant kefridioù pounner, bezañ chalet gant mad K. ha gant e amzer-da-zont; met hervez implijidi all hag a oa bet graet dezhe er memes mod, ne oa ar preder diskouezet gant ar rener nemet yen ha diwar-c'horre, hag evitañ un doare mat da liammañ outañ, evit bloavezhioù, implijidi dalvoudus goude bezañ aberzhet evit se div vunutenn - bezet a vezo, e-pad ar mareoù-se e veze K. dindan beli ar rener. Ar rener, marteze, ne gomze ket tre ouzh K. evel ma gomze ouzh ar re all; evel-just ne ankounae ket e renk uheloc'h evit en em lakat par-ouzh-par gant K. - kement-se a rae kentoc'h, en un doare ingal, en divizoù ordinal o tennañ d'an aferioù - met seblantout a rae amañ ankouaat renk K. ha komz a rae outañ evel ouzh ur bugel pe ouzh un den yaouank dizesk o klask fred hag a sach, evit abegoù displann, grad-vat ar rener warnañ. K. n'en dije ket a-dra-sur gouzañvet seurt komzoù, na digant unan all na digant ar rener e-unan, ma n'en dije ket gwelet liv ar wirionez war ar preder a ziskoueze kemer gantañ, pe da vihanañ pa ne vije ket bet boemet-holl o soñjal e c'halle ar rener kemer da vat preder gantañ evel ma seblante ober e seurt mareoù. Anzav a rae K. e wanded, gwriziennet don marteze en e ene chomet, war ar poent-se, un tammig evel hini ur bugel dre m'en doa ranket dioueriñ preder e dad marvet yaouank-flamm ha kuitaat ar gêr abred; hag evit pezh a selle ouzh e vamm, hanter-zall bremañ ha bepred o chom du-hont er memes kêrig 'lec'h ma oa aet d'he gweladenniñ daou vloaz a-raok, pell diouzh atizañ an denerded a vage-hi en e geñver, en doa kentoc'h he dizarbennet. »Ne ouien netra diwar-benn ar vignoniezh-se«, eme ar rener, hag estreget ur mousc'hoarzhig hegarat, ne zeuas netra da zousaat e gomzoù reut.

Da di Elsa

Un abardaevezh, kent dezhañ mont kuit, e voe kemennet dre bellgomz da K. e ranke mont diouzhtu da vurev al lez-varn. Gourc'hemennet e voe dezhañ diwall da zisentiñ. Ar c'homzoù dichek distaget gantañ p'en doa disklêriet e oa aner, d'e soñj, ober atersadennoù n'o doa bet ha n'o dije morse disoc'h ebet, ha lavaret n'ez aje mui hiviziken d'al lez-varn, ne zalc'hje, eta, kont ebet eus ar c'hemennadennoù graet dezhañ dre bellgomz pe dre lizher hag e taolje er-maez ar gemennourien - an holl gomzoù-se a oa bet laket dre skrid en ur c'haier ha gaou bras o doa graet outañ dija. Perak 'ta ne felle ket dezhañ plegañ? Daoust ha ne oa ket bet graet trawalc'h, hep sellet nag ouzh an amzer nag ouzh an dispign, evit lakat urzh en e afer luziet? Ha c'hoant en doa da zegas trubuilh enni a-ratozh-kaer ha da lakat da gouezhañ warnañ kastizoù hag a oa bet espernet dezhañ betek-henn? Ar gemennadenn en doa bet hirie oa an taol-esa diwezhañ. Bez' e c'halle ober pezh a gare, met arabat e oa dezhañ disoñjal ne c'halle ket al lez-varn uhel e lezel d'ober goap outi.

Hogen, kemennet en doa K. da Elsa e vije deut d'he gwelet en abardaez-se end-eeun ha mann nemet evit an abeg-se ne c'halle ket mont d'al lez-varn; laouen e oa evel-just o kaout un digarez evit chom hep mont, daoust ma ouie ne lakaje morse an digarez-se da dalvezout, ha ne vije ket aet moarvat d'al lez-varn goude ma n'en dije bet netra all d'ober en abardaez-se. Koulskoude, sur evel ma oa da vezañ en e wir, e c'houlennas dre bellgomz petra a c'hoarvezje ma ne zeuje ket. »Kavet e vo an tu d'ho tiskoachañ« a voe respontet dezhañ. »Ha kastizet e vin abalamour ma n'on ket deut dre gaer? a c'houlennas K. en ur vousc'hoarzhin o soñjal er pezh a vije lavaret dezhañ. »Ne vioc'h ket«, a voe ar respont. »Eus ar c'hentañ!« eme K., »hag evit pe abeg neuze e tlefen derc'hel kont eus ar gemennadenn am eus resevet hirie?«. »Peurvuiañ e klask an dud mirout ouzh brec'h c'halloudus ar justis d'en em astenn warne«, eme ar vouezh hag a golle tamm-ha-tamm he nerzh a-raok tevel a-benn ar fin. »N'eo ket fur en em ren evel-se«, a soñjas K. en ur vont kuit, »ret e vefe, kentoc'h, klask anaout an doareoù implijet gant ar justis evit diazezañ he galloud.«

Kuit da dermal en em lakas en hent etrezek ti Elsa. Souchet en e aez e korn ar c'harr, e zaouarn sanket e godelloù e vantell - krog e oa an aer da freskaat - e pare e selloù war ar straedoù leun a virvilh. Santout a rae un tamm levenez o soñjal ne oa ket dister an tregas roet gantañ d'al lez-varn ma oa gwir e oa homañ o prientiñ an atersadenn. N'en doa ket lavaret sklaer hag-eñ ez aje d'al lez-varn pe ne'z aje ket; ar barner a oa eta ouzh e c'hortoz ha marteze zoken e oa holl izili ar vodadeg o c'hedal, met K., evit brasañ dipit an arvesterien, ne zeuje ket. Hep soursial ouzh al lez-varn e oa o vont d'al lec'h a gare. E-pad ur par berr en em c'houlennas ha n'en doa ket, hep rat dezhañ, roet d'ar blenier chomlec'h al lez-varn hag e huchas dezhañ chomlec'h Elsa. Un hej d'e benn a reas ar blenier: ne oa bet lavaret dezhañ chomlec'h all ebet. Diwar neuze e tisoñjas K. tamm-ha-tamm al lez-varn hag e teuas ar soñj eus e gefridi er bank da aloubiñ e spered evel gwechall.

Ar stourm ouzh an eilrener

Ur beurevezh en em santas K. kalz freskoc'h ha kreñvoc'h eget kustum. Ne soñje ket nemeur el lez-varn; met pa zeue e spered da droidellat en-dro d'ar gudenn-se e soñje dezhañ e tleje bezañ posubl kavout un hentenn - un hentenn kuzhet-mat evel-just ha na c'halled diskoachañ nemet en ur dastornat en deñvalijenn - evit freuzañ ha dismantrañ ar mell aozadur-se, luziet ha diverzus. Ar blegenn divoas m'en em gave K. enni a voe zoken ur broud dezhañ da bediñ an eilrener da zont en e vurev evit komz gantañ eus un afer a ranke bezañ reizhet gant difrae. E seurt degouezhioù e rae bepred an eilrener evel pa ne vije kemmet netra en e zarempredoù gant K. e-kerzh ar mizioù diwezhañ. Antreal a rae sioulik, evel d'ar mare ma veze dalc'hmat o kevezañ gant K., sioulik e selaoue an displegadennoù roet gant K. en ur ziskouez, dre evezhiadennoù bihan graet e kuzulig evel d'ur c'hamarad mat, ar perzh a gemere en afer, ha ne strafuilhe K., - pezh na rae ket marteze a-ratozh-kaer -, nemet dre ma ne leze netra da zistreiñ e spered diwar an afer-se, prest ma veze bepred d'he degemer e don-donañ e voud tra ma'z ae soñjoù K., dirak un doujañs ken skouerius ouzh an dever, da gantreal amañ hag ahont, pezh hen redie da lezel, hep enebiñ nemeur, an eilrener da reizhañ e-unan an afer. Ur wech e tremenas ken fall an traoù ma ne adkavas K. e spered nemet pa welas an eilrener o sevel trumm diwar e gador hag o tistreiñ dilavar d'e vurev. Ne ouie ket K. petra oa c'hoarvezet, marteze e oa bet klozet an diviz evel ma oa dleet, met marteze ivez e oa bet troc'het gant an eilrener dre m'en doa distaget K., hep gouzout dezhañ, komzoù dismegañsus en e geñver, pe dibunet kozh kaozioù, pe abalamour ma oa deut anat d'an eilrener ne selaoue ket K. ar pezh a lavare, dalc'het ma oa e spered gant traoù all. Posubl e oa zoken en doa bet K. ur mennozh droch, ha posubl ivez e oa bet tennet ar mennozh-se dioutañ gant an eilrener, mall warnañ bremañ hen lakat da zont da wir evit noazout ouzh K. Da c'houde ne voe ket komzet eus an darvoud-se, ne felle ket da K. derc'hel soñj dioutañ hag an eilrener a chomas mut warnañ; a-hend-all, ne c'hoarvezas netra da heul. Bezet a vezo, ne oa ket bet spontet K. gant an darvoud ha ken lies gwech ma veze an traoù a-du gantañ hag eñ tamm pe damm en e nerzh, en em gave diouzhtu dirak dor an eilrener evit mont en e vurev pe evit e bediñ da zont en e hini. Ne oa ket mui ar mare d'en em guzhat evel m'en doa graet gwechall. Kollet en doa ar spi da c'hounit dizale un trec'h efedus a skubje en un taol e holl drubuilhoù diwar e spered hag a roje adarre o stumm kozh d'e zarempredoù gant an eilrener. Kompren a rae K. ne c'halle ket diskregiñ, rak ma souze a-dreñv evel ma c'halle marteze bezañ rediet d'ober gant an darvoudoù, e vije e riskl da chom sac'het hep gallout morse mont adarre war-raok. Arabat e oa lezel an eilrener da grediñ e oa echu gant K., arabat e oa e lezel da chom azezet e peoc'h en e vurev gant ur seurt kredenn, ret e oa lakat strafuilh ennañ, degas da soñj dezhañ, an aliesañ ar gwellañ, e oa K. bev c'hoazh hag evel kement krouadur a zo buhez ennañ, e c'halle un deiz bennak sebeziñ an holl en ur ziskouez galloudezhioù nevez, daoust pegen dinoaz e seblante bezañ bremañ. A-wechoù e soñje da K. ne stourme e-giz-se nemet evit difenn e enor rak ne c'halle ket bezañ talvoudus dezhañ, gwan evel ma oa, enebiñ dalc'hmat ouzh an eilrener, reiñ dezhañ an tu da dennañ lorc'h eus e c'halloud, da arsellet outañ ha da gemer diarbennoù o klotañ rik gant ar pezh a c'hoarveze d'an ampoent. Met K. ne vije ket bet gouest da zegas an disterañ kemm en e emzalc'h, en em douellañ a rae e-unan hag a-wechoù e krede start e oa e-tailh da dalañ, bremañ end-eeun, ouzh an eilrener; ne denne kentel ebet eus ar gwashañ darvoudoù c'hoarvezet gantañ ha goude bezañ c'hwitet dek gwech war e daol, e krede c'hoazh e c'halle ober berzh gant un unnekvet taol-esa daoust ma troe bepred hag ingal an traoù da fall evitañ. P'en em gave, goude ur seurt emwel, skuizh-divi, dour-c'hwez-holl ha gant ur penn goullo, ne ouie ket ha bountet e oa bet gant ar spi pe gant an dizesper da vont da gaout an eilrener, met an dro war-lerc'h e ouie hep mar ne oa nemet ar spi a rae dezhañ hastañ etrezek dor e vurev.

Al lodenn-mañ a oa bet barrennet gant Kafka en e zornskrid

Er beure-se e seblantas da K. en doa abegoù mat da vagañ spi. An eilrener a antreas goustad en ur zerc'hel e zorn war e dal hag a glemmas eus an droug-penn a oa gantañ. Da gentañ e vennas K. eilgeriañ un dra bennak, met cheñch a reas soñj hag e krogas diouzhtu d'ober evezhiadennoù diwar-benn an aferioù, hep an disterañ damant ouzh droug-penn an eilrener. Met marteze ne oa ket re vras e boanioù, pe moustret en doa warne evit ur predig, dedennet ma oa gant ar gaoz, rak e-kerzh an diviz e tennas e zorn diwar e dal hag e respontas evel kustum, prim ha didro, koulz lavaret hep soñjal, evel ur skouer a skoliad hag a ro ur respont a-vec'h peurzistaget ar goulenn. En dro-se e c'hallas K. talañ outañ hag e ziarbenn meur a wech, met ar soñj eus droug-penn an eilrener a oa ur chal en e spered, evel pa vije an droug-penn-se n'eo ket un harz d'an eilrener met ul lañs gounezet gantañ. Gant pebezh nerzh estlammus e ouie gouzañv e boanioù ha trec'hiñ warne! A-wechoù e teue ur mousc'hoarzh war e ziweuz daoust ma ne roe e gomzoù abeg ebet da vousc'hoarzhin; seblantout a rae zoken e oa lorc'h ennañ o vezañ taget gant an droug-penn hep ma vije direnket red e soñjoù. Mont a reas ar gaoz war draoù all met sevel a reas war un dro ur c'hendiviz mut etreze, ha daoust ma ne nac'he ket an eilrener e c'houzañve poanioù garv, e tegase ivez da soñj ne denne ket e zroug-penn da vras hag e oa e boanioù disheñvel-krenn diouzh ar re a c'houzañve K. ordinal. Ha kaer en deveze K. hen nac'h, e veze dislavaret gant doare an eilrener da drec'hiñ war e boanioù. Hag e skeud-se e veze roet dezhañ ur skouer da heuliañ rak eñ ivez a c'halle en em wareziñ ouzh an holl drubuilhoù ha n'o doa netra da welet gant e vicher. Trawalc'h e oa dezhañ en em ouestlañ d'e labour muioc'h eget n'en doa graet betek-henn, plediñ er bank gant kefridioù nevez hag a c'houlenne bepred kalz a zalc'husted evit bezañ kaset da benn, startaat e zarempredoù, aet un tammig laosk, gant bed an aferioù, kinnig aliesoc'h danevellskridoù d'ar rener ha klask kaout digantañ kefridioù a-ziforc'h.

Evel-se e oa ivez hirie. An eilrener a antreas diouzhtu, a chomas tost d'an nor hag a naetaas gwer e lunedoù-dorn hervez ur boaz tapet gantañ nevez oa; neuze e sellas ouzh K. ha diouzhtu goude ouzh ar burev a-bezh gant kalz a aked evit mirout da deurel pled ouzh K. en un doare re anat. Kredet e vije bet e rae e vad eus an degouezh evit amprouiñ nerzh e zaoulagad. Herzel a reas K. ouzh e selloù, ur mousc'hoarzh bihan a zeuas zoken war e zremm, hag e pedas an eilrener da azezañ. Eñ e-unan en em daolas en e gador-vrec'h, he dilec'hiañ a reas evit bezañ ken tost ha ma c'halle ouzh an eilrener ha goude bezañ tapet diwar an daol ar paperioù rekis, e stagas gant e zanevell. Da zigentañ ne seblantas ket an eilrener selaou e gomzoù. Bevennet e oa pladenn daol-skrivañ K. gant un aspled izel e koad kizellet. An daol-skrivañ a oa penn-da-benn ur pezh-labour dispar hag an aspled a oa plantet start e koad an daol. An eilrener avat a reas evel p'en dije merzet, bremañ end-eeun, e oa deut da vezañ laosk hag evit reizhañ ar si-se en em lakas da skeiñ war an aspled gant e viz-yod. War-se e vennas K. paouez gant e zanevell, met ne voe ket lezet d'ober gant an eilrener hag a lavaras dezhañ e selaoue pizh hag e komprene mat pep tra. Evit ar mare, avat, ne c'hallas ket K. tennañ digantañ un evezhiadenn boellek tra ma seblante an aspled kaout ezhomm eus un tamm dres rak an eilrener a dennas e gontell eus e c'hodell, a gemeras reolenn K. evel loc'henn hag a glaskas distokañ an aspled, moarvat evit hen sankañ aesoc'h er bladenn. En e zanevell en doa degemeret K. ur c'hinnig holl-nevez ha fiziañs en doa d'ober efed gantañ war an eilrener, ha pa erruas war ar c'hinnig-se en e lennadenn ne voe ket gouest d'ober un ehan, dalc'het ma oa gant e labour, pe kentoc'h laouenaet gant ar soñj, ha na zeue ket mui gwall alies dezhañ, en doa c'hoazh un tamm talvoudegezh amañ er bank hag e oa e vennozhioù kreñv a-walc'h evit reiñ dezhañ digarezioù mat. Marteze zoken e oa an doare-se d'en em zifenn an hini gwellañ, n'eo ket hepken er bank met ivez en e brozez, ha kalz gwelloc'h e oa moarvat eget an holl doareoù-difenn laket e pleustr gantañ pe ar re a glaske ijinañ. Gant ar buan ma tibune e gaoz, n'en doa ket K. amzer da lakat an eilrener da ziskregiñ diouzh e labour war-dro an aspled hag e-pad e lennaden ne dremenas nemet div pe deir gwech e zorn dieub warnañ evit diskouez d'an eilrener, koulz lavaret hep en em soñjal, ne oa si ebet ennañ, ha pa vije bet kavet unan e oa d'an ampoent pouezusoc'h ha dereatoc'h selaou komzoù K. eget diwariañ an aspled. Met evel ma c'hoarvez alies gant an dud leun a vuhez ha na labouront nemet gant o spered e oa bet entanet an eilrener gant an tamm labour-dorn a oa o kas da benn; distaget mat e oa bremañ ul lodenn eus an aspled ha ne chome netra d'ober nemet sankañ adarre ar c'holonennoù bihan en o zoulloù. Startoc'h e oa eget kement tra graet betek neuze. Rak-se e rankas an eilrener mont en e sav ha pouezañ gant e zaou zorn evit klask plantañ an aspled er bladenn. Met daoust dezhañ da stegnañ e holl nerzh, ne zeuas ket a-benn eus e daol. K., dalc'het ma oa gant e lennadenn - hag a droc'he alies gant an evezhiadennoù a rae - n'en doa nemet damverzet e oa aet an eilrener en e sav. Daoust ma ne denne koulz lavaret morse e lagad diwar an tammig labour a rae an eilrener e-ser selaou e gomzoù, en doa soñjet K. e oa savet hemañ evit un abeg liammet en un doare bennak ouzh e zanevell hag ez eas eñ ivez en e sav; neuze, gant ur biz peget dindan ur sifr, ez astennas ur paper d'an eilrener. E-keit-se en doa komprenet an eilrener ne oa ket trawalc'h pouezañ war an aspled gant e zaouarn hag hep ober daou soñj e taolas e bouez warnañ. En dro-mañ e teuas e daol da vat hag ar c'holonennoù bihan en em sankas en o zoulloù en ur wigourat, met ken buan e oa tremenet an traoù ma voe torret unan anezhe ha daouhanteret rizenn vistr an aspled. »Koad fall« eme an eilrener droug ennañ.

Ar savadur

Meur a wech, hep heuliañ da zigentañ ur mennozh resis, en doa klasket K. gouzout pelec'h e oa staliet ar burev m'en doa bet digantañ ar gemennadenn gentañ. Hep poan e teuas a-benn d'hen gouzout rak koulz Titorelli ha Wolfhart3 a lavaras dezhañ niverenn an ti kerkent hag e gentañ goulenn. Un tammig diwezhatoc'h, gant ar mousc'hoarzh a zeue bepred gantañ dirak ar mennadoù kuzh bet savet hep e ali, e ouzhpennas Titorelli n'en doa ar burev-se tamm pouez ebet, ne rae nemet seveniñ ar pezh a veze fiziet ennañ ha ne oa anezhañ nemet kevrenn izelañ ar velestradurezh vras karget da blediñ gant an urzhioù-tamall, hag homañ, forzh penaos, a oa berzet ouzh ar brosezerien. Neuze, pa save c'hoant d'un den goulenn un dra bennak digant ar velestradurezh - kalz a draoù a veze c'hoantaet evel-just, met a-wechoù ne veze ket fur o goulenn - e ranke en em dreiñ ouzh an iskevrenn-se met ne c'halle ket en em silañ betek ar velestradurezh hec'h-unan na kas dezhi e c'houlenn.

Anaout a rae K. doare-soñjal al livour, setu ne zislavaras ket e gomzoù hag hep klask gouzout hiroc'h e hejas e benn en ur notenniñ en e spered ar pezh a oa bet lavaret dezhañ. Evel meur a wech er mareoù diwezhañ e kavas dezhañ e oa Titorelli barrek-dreist da gemer plas an alvokad pa veze keal a heskinañ an dud. Ur c'hemm a oa koulskoude: dirak Titorelli ne oa ket K. ken dizifenn ha gallout a rae, pa gare, e gas diwar e dro kuit a ardoù. Ouzhpenn-se e oa techet Titorelli da zispakañ didro e soñjezonoù ha zoken da glakenniñ, daoust ma ne oa ket an tech-se ken gwazh ha ma oa bet gwechall; hag e fin ar gont e oa K., diouzh e du, e-tailh da heskinañ Titorelli.

Setu ar pezh a reas ivez en ur gomz alies eus ar savadur-se gant gerioù hag a roe da grediñ e kuzhe un dra bennak ouzh Titorelli evel p'en dije skoulmet, e burevioù ar velestradurezh, darempredoù ha na oant ket c'hoazh start a-walc'h evit ma c'hallje komz dioute hep riskl; ha pa glaske Titorelli tennañ digantañ titouroù resisoc'h ez ae K. a-daol-trumm war ur gaoz all hag e-pad pell ne veze ket mui anv eus an afer. An taolioù-berzh bihan-se a rae kalz a blijadur dezhañ rak soñjal a rae e komprene kalz gwelloc'h an dud eus metoù al lez-varn, e c'halle dija c'hoari gante, en em veskañ gante koulz lavaret, ha kaout, da vihanañ gwech ha tro evit ur predig, ur gwel spisoc'h war an darvoudoù evel ma c'hallent-int kaout diwar derez kentañ al lez-varn ma oant pintet warnañ. Ha ma teuje, en diwezh, da goll ar renk izel a oa e hini amañ, petra verne dezhañ? Eno en doa c'hoazh ur chañs d'en em saveteiñ, n'en doa ken 'met en em silañ e-mesk an dud-se rak daoust ma n'o doa ket gallet, en abeg d'o stad dister, pe evit abegoù all, e skoazellañ en e brosez, e c'hallent koulskoude e zegemer en o zouez hag e guzhat, ha ma rae pep tra gant poell hag e-kuzh, ne c'hallent ket nac'h e harpañ en doare-se, dreist-holl Titorelli ma oa deut K. da vezañ kein ha roched gantañ ha madoberour dezhañ.

Koulskoude ne vage ket K. goanagoù a-seurt-se bemdez, spiswel e veze ordinal hag en em virout a rae da chom dall ouzh ar skoilhoù pe da reiñ re nebeut a bouez dezhe, met a-wechoù - peurvuiañ pa veze skuizh-marv d'an abardaez goude al labour - e kave frealz o kounañ an disterañ hag amsteriekañ darvoudoù c'hoarvezet e-pad an deiz.  D'an ampoent-se, peurvuiañ, e veze astennet K. war gourvezvank e vurev - ne c'halle ket mui kuitaat e vurev hep bezañ graet un eurvezhiad diskuizh war ar gourvezvank - ha dre e soñj e lake lost-ha-lost an holl vunudoù o doa tennet e evezh. En e soñjezonoù ne blede ket hepken gant an dud liammet ouzh al lez-varn hag amañ, en e vorgousk, en em veske an holl; ankounaat a rae neuze labour ramzel al lez-varn, en em santout a rae evel pa vije-eñ an hini nemetañ laket dindan damall tra ma'z ae ha ma teue ar re all mesk-ha-mesk, evel kargidi ha tud a lezenn, dre trepasoù ul lez-varn, an diotañ re gant o elgez peget ouzh o bruched, o muzelloù troñset hag o daoulagad sonn en o fenn e-giz tud dalc'het gant prederioù ur garg pounner. Lojidi an itron Grubach a veze bepred kendastumet en ur strollad kloz, en em ziskouez a raent a-gevret, o fennoù stok-ha-stok, o genouioù digor-bras, re-bar d'ur c'horad tamallerien. Kalz a dud dizanavez a oa en o zouez rak K., abaoe pell, ne soursie ket mui e mod ebet ouzh aferioù an ti-lojañ. Abalamour d'an holl dud dianavez e kave K. diaes evezhiañ a-dost ouzh ar strollad evel ma ranke ober a-wechoù pa glaske ennañ an dimezell Bürstner. Pa daole, da skouer, ur sell-tro war ar strollad e wele a-daol-trumm daou lagad estren-rik o lugerniñ warnañ ha dalc'het e veze e evezh gante. Ne c'halle ket neuze kavout an dimezell Bürstner met pa rae ur sell all evit bezañ sur ne oa ket faziet, e kave anezhi e-kreiz ar strollad, he div vrec'h en-dro da zaou aotrou peuliet a bep tu dezhi. Nebeut-kaer a efed a rae kement-se warnañ rak ur seurt arvest ne oa ket un dra nevez evitañ met un eñvorenn diankounac'haus eus ul luc'hskeudenn bet tennet war un draezhenn ha gwelet gantañ ur wech e kambr an dimezell Bürstner. An arvest-se, koulskoude, en doa laket K. da bellaat diouzh ar strollad ha pa zistroe di gwech an amzer e rede-direde gant kammedoù hir a-dreuz hag a-hed savadur al lez-varn. Goût a ouie bepred en em heñchañ mat-tre en holl salioù; trepasoù kollet ha n'en doa ket gwelet a-raok a seblante bezañ anavezet gantañ evel pa vije bet er gêr enne a-holl-viskoazh; munudoù nevez a zeue dalc'hmat d'en em sankañ en e empenn gant ur spisted dic'houzañvus a-grenn: gwelet a rae, da skouer, un estrañjour o vale e-barzh ur raksal e gwiskamant un torero, e zargreiz evel skejet gant kontilli, e vantellig verr-verr e dantelezh damvelen graet gant neud tev paket reut en-dro d'e gorf hag an den-se, hep ehanañ morse da vale, ne baoueze ket da lakat K. da vamañ outañ. En e zaoubleg e kantree K. en-dro dezhañ hag e selle outañ gant souezh en ur zispourbellañ e zaoulagad. Anaout a rae holl dresadennoù an dantelezh, holl sioù ar frezilhonoù, holl fiñvadennoù ar vantellig ha ne skuizhe ket o sellet ouzh an daolenn-se. Met marteze e oa skuizh ganti dija abaoe pell, pe gwelloc'h c'hoazh n'en doa bet morse c'hoant da sellet outi met ne oa ket evit tennañ e lagad diwarni. »Na petore maskaradennoù a vez kinniget gant ar broioù estren!« a soñje en ur zigeriñ frankoc'h c'hoazh e zaoulagad. Hag e chome e dalc'h an den-se ken na droe e gorf war ar gourvezvank en ur begañ e zremm ouzh al lêr.

Al lodenn-mañ a oa bet barrennet gant Kafka en e zornskrid

Chom a reas astennet evel-se e-pad pell amzer hag ar wech-mañ e reas da vat ur brav a ziskuizh. Derc'hel a rae da vagañ soñjoù, met en deñvalijenn hag hep bezañ direnket. Ar pezh a blije dezhañ ar muiañ oa soñjal e Titorelli. Azezet e oa Titorelli war ur gador ha K., daoulinet dirakañ, a dremene e zorn war e zivrec'h hag a rae allazigoù dezhañ e pep doare. Gouzout a rae Titorelli petra a c'hoantae K., met ober a rae evel pa n'hen gouie ket, pezh a heskine K. un tammig. Diouzh e du e ouie K. e teuje a-benn da gaout e c'hoant e fin ar gont, rak Titorelli oa un den skañvbenn, aes da zarboellañ, diseblant a-walc'h ouzh e zever, ha diaes e oa kompren penaos he doa gallet al lez-varn skoulmañ darempredoù gant ur seurt den. Merzout a reas K.: amañ, hag e nep lec'h all, e c'halle kavout an takad gwiridik. Ne lezas ket Titorelli d'e strafuilhañ gant ar mousc'hoarzh divergont a zispake er goullo en ur sevel uhel e benn; derc'hel a reas da c'houlenn e vije sevenet e c'hoant hag ez eas betek flourañ gant e zaouarn divjod Titorelli. Ne rae ket kalz a strivoù, dibalamour e oa kentoc'h, plijadur a gave o lakat an abadenn da badout ha sur e oa d'ober berzh. Pegen aes e oa touellañ al lez-varn! Evel pa vije o sentiñ ouzh ul lezenn-natur, e plegas Titorelli erfin war-du ennañ, e serras goustadik e zaoulagad gant un aer hegarat hag a ziskoueze e oa prest da asantiñ d'e c'houlenn, hag e stardas dorn K. gant nerzh. En e sav ez eas K., un tammig lid en e galon evel-just, met Titorelli ha na oa ket ken evit gouzañv an disterañ lid a grogas ennañ hag a stlejas anezhañ d'e heul. Diouzhtu en em gavjont e savadur al lez-varn o hastañ dre ar skalieroù ha n'eo ket hepken war grec'h, met sav-diskenn hep an disterañ poan, evel ur vag skañv war an dour. Ha dres pa oa K. oc'h arvestiñ ouzh e dreid en ur soñjal ne c'halle ket ur mod-dilec'hiañ ken kaer klotañ gant ar vuhez dister en doa renet betek henn, dres d'an ampoent-se e c'hoarvezas, a-us d'e benn stouet, ar treuzfurmadur. Ar sklêrijenn a oa deut betek-henn eus an a-dreñv a cheñchas roud hag a skignas he splannder dallus eus an a-raok. Sellet a reas K. ouzh krec'h, Titorelli a reas un hej d'e benn war-du ennañ hag a reas dezhañ treiñ war e seulioù. En em gavout a reas K. adarre e trepas al lez-varn, met pep tra a oa bremañ siouloc'h ha plaenoc'h. Ne oa mui an disterañ tra iskis o tennañ e evezh, Ur sell-tro a reas K., en em zistrobañ a reas diouzh Titorelli hag ez eas gant e hent. Dougen a rae K. hirie ur vantell nevez, hir ha teñval hag ivez tomm ha pounner, un drugar. Gouzout a rae petra a oa c'hoarvezet gantañ met gant al laouen ma oa ne grede ket hen anzav outañ e-unan. E korn un trepas ma oa, en ur voger anezhañ, prenestroù digor, e kavas war ur bern e zilhadoù kozh, e chupenn zu, e vragou roudennet-strizh, ha ledet war c'horre ar bern, e roched gant he milginoù kren-digren.  

Gweladenn d'e vamm

A-daol-trumm, e-pad ma oa o tebriñ lein, e teuas soñj da K. e vije mat dezhañ mont da gaout e vamm. Tost echu e oa an nevezamzer ha war un dro an trede bloaz abaoe ar wech diwezhañ ma oa aet d'he gwelet. D'ar c'houlz-se e oa bet pedet ganti da zont d'he c'haout da geñver deiz-ha-bloaz e c'hanedigezh ha sevenet en doa he c'hoant en desped da veur a skoilh; prometet en doa zoken tremen bep bloaz an deiz-se ganti, met div wech dija n'en doa ket dalc'het d'e c'her. Setu perak e oa mennet d'en em lakat diouzhtu en hent, hep gortoz betek deiz e c'hanedigezh, daoust ma tegouezhe hemañ a-benn div sizhun hepken. Soñjal a rae koulskoude n'en doa abeg ebet d'ober ar veaj diouzhtu, ar c'hontrol e oa zoken, rak ar c'heleier a reseve ingal bep daou viz digant ur c'henderv dezhañ a zalc'he eno ur c'henwerzh hag a vere an arc'hant kaset gant K. evit e vamm, a oa gwelloc'h eget biskoazh. Daoust ma oa e vamm o koll tamm-ha-tamm ar gweled - met goude ar pezh o doa lavaret ar vedisined e oa K. engortoz eus an dra-se abaoe bloavezhioù - e oa gwellaet d'he yec'hed ha darn eus an diaesterioù degaset gant ar gozhni, e-lec'h mont war greskiñ, a oa koazhet; da vihanañ e klemme nebeutoc'h. Se oa marteze, war veno ar c'henderv, efed ur cheñchamant c'hoarvezet ganti er bloavezhioù tremenet ha m'en doa merzet K., hogozik gant heg, sinoù bihan dioutañ e-doug e weladenn: deut e oa e vamm da vezañ devot betek re. En ul lizher en doa treset ar c'henderv un daolenn sklaer eus ar vaouez kozh, gouest hepken, un amzer a oa bet, da stlejañ he c'horf gant kalz a boan, hag a gerzhe bremañ madik a-walc'h, harpet war e vrec'h, pa veze kaset gantañ d'an iliz da Sul. Abegoù mat en doa K. da grediñ e genderv rak hemañ a oa un den aonik hag a gustume, en e zanevelloù, lakat ar pouez war ar c'heloù fall kentoc'h eget war ar re vat.

Bezet a vezo, mennet e oa K. d'en em lakat en hent; nevez oa en doa dizoloet en e greizon, e-touez traoù hegasus all, an tech da drueziñ warnañ e-unan hag ur youl hogozik didrec'hus da seveniñ e holl c'hoantoù - met en dro-mañ, da vihanañ, e vije laket ar gwalldech-se da dalvezout evit ober un dra vat.

Tostaat a reas ouzh ar prenestr evit kendastum un tammig e vennozhioù, ober a reas distaliañ an daol diouzhtu, kas ar c'homis da gaout an Itron Grubach evit kemenn dezhi e oa o vont e beaj hag evit kerc'hat e valizenn en ur bediñ an itron Grubach da lakat e-barzh kement a oa ezhomm d'he meno; neuze e kentelias an aotrou Kühne4   war ar pezh en dije d'ober e-keit ma vije-eñ e beaj hag en dro-mañ ne ziskouezas ket bezañ re feuket gant emzalc'h diseven an aotrou Kühne hag en doa tapet ar pleg da selaou e c'hourc'hemennoù gant e benn troet war an tu all e-giz unan a oar ervat petra en deus d'ober hag a c'houzañv ur seurt prezeg evel un doare lid hepmuiken; a-benn ar fin ez eas da gaout ar rener. Pa bedas K. hemañ da reiñ daou zevezh koñje dezhañ evit mont da welet e vamm e c'houlennas ar rener evel-just ha klañv e oa mamm K. »Nann, n'eo ket«, a lavaras K. hepken. En e sav e oa e-kreiz ar burev, e zaouarn gantañ a-drek e gein. Daoust ha prientet en doa e veaj gant re a herr? Daoust ha ne vefe ket gwelloc'h chom amañ? Petra en doa da glask eno? Daoust ha plegañ a rae d'ur reuziad brizhtenerded, e riskl da c'hwitañ amañ war un dra a-bouez, war ur chañs hag a c'halle bezañ roet dezhañ, bemdez ha da bep eur, da emellout en afer goude ma oa chomet e brosez e-skourr e-pad meur a sizhun hep na vije deut ur c'helou resis betek ennañ? Ouzhpenn-se, daoust ha ne oa ket o vont da spontañ ar vaouez kozh, pezh a c'halle c'hoarvezout aes a-walc'h, hep rat dezhañ evel-just? Ha se pa ne c'houlenne ket e vamm outañ dont d'he gwelet. Gwechall, e lizhiri e genderv, e veze bepred anv eus pedadennoù dalc'hus hag ingal e vamm, met bremañ he doa paouezet d'e bediñ abaoe pell. Sklaer e oa, eta, ne rae ket ar veaj abalamour d'e vamm. Ha ma rae ar veaj-se gant an esper da c'hounit un dra bennak evitañ e-unan, neuze e oa sot-echu hag erru eno, e rankje paeañ e sotoni gant an dizesper a zeuje er fin ar gont. Met evel pa vije an douetañs a vage en e greiz un dra estren dezhañ, bet bountet warnañ gant tud all, e tivorfilas koulz lavaret, hag e talc'has start d'e ziviz d'en em lakat en hent. Ar rener, stouet war ur gazetenn, marteze dre zegouezh-kaer, pe kentoc'h dre zamant ouzh K., a savas eñ ivez e selloù, hag en ur vont en e sav ez astennas e zorn da K. hag e hetas dezhañ ur veaj evurus.

Neuze, en ur bazeal en e vurev, e c'hortozas K. ar c'homis, e tizarbennas, hogozik hep rannañ grik, an eilrener deut meur a wech en e vurev evit klask gouzout pe abeg a oa d'e veaj, ha pa voe degaset dezhañ e valizenn e tiskennas prim-ha-prim gant ar skalier betek ar wetur a oa bet ragurzhiet. Pa oa dija war ar skalier, en em ziskouezas el laez, d'ar poent diwezhañ, an implijad Kullich, ul lizher boulc'het gantañ en e zorn, moarvat evit goulenn digant K. un displegadenn bennak. Ur sin a reas K. gant e zorn evit e gas diwar e dro, met speredet-berr evel ma oa ar paotr, dezhañ ur pezh penn goloet a vlev melen, e treuzkomprenas ar sin hag en ur hejañ-dihejañ ar baperenn e c'haloupas, war-lerc'h K. gant lammoù ken risklus da lakat e vuhez en arvar. Ken fuloret e oa K. ma tiframmas al lizher diouzh e zorn ha ma reas tammoù dioutañ. Pa droas K. e benn er wetur e welas Kullich - ha na seblante ket kompren en doa graet ur fazi - bepred en e sav er memes lec'h o sellet ouzh ar wetur o pellaat tra ma tenne ar porzhier e gasketenn en ur stouiñ izel e benn. Se a ziskoueze e oa K. bepred unan eus implijidi uhel ar bank, ha m'en dije klasket hen nac'h e vije bet dislavaret gant ar porzhier. Ha gant e vamm - kaer en deveze lakat bepred ar wirionez war he reizh - e veze kemeret evit rener ar bank, ha se abaoe meur a vloaz. Ne raje ket-hi eta nebeutoc'h a stad outañ forzh peseurt gaou a vije bet graet ouzh e vrud. Marteze e oa ur seblant vat bezañ gwelet, dres a-raok loc'hañ kuit, e c'halle c'hoazh tennañ ul lizher eus dorn un implijad hag a oa zoken e darempred gant al lez-varn, ha drailhañ al lizher-se hep en em zigareziñ hag hep ma vije devet e zaouarn. Met n'en doa ket gallet ober ar pezh en dije plijet ar muiañ dezhañ: skeiñ daou balvad trouzus war divjod kuilh ha disliv Kullich.

Al lodenn-mañ a oa bet barrennet gant Kafka en e zornskrid

A-hend-all ez eo mat evel-se, rak K. a vag kasoni ouzh Kullich, ha n'eo ket hepken ouzh Kullich met ivez ouzh Rabensteiner ha Kaminer. Krediñ a ra dezhañ en deus bet a-holl-viskoazh kasoni oute, daoust ma n'en deus taolet pled ouzh an dra-se nemet goude bezañ o gwelet e kambr an dimezell Bürstner, met kalz koshoc'h eo e gasoni. Hag en deizioù-mañ e c'houzañv K. poan-spered en abeg d'ar gasoni-se, rak ne c'hall ket kaout e c'hoant; re ziaes eo dont a-benn eus ar re-se, o-zri implijidi eus ar renk izelañ, o-zri tud a netra ha na savint en ur renk uhelolc'h nemet a-drugarez d'un niver bras a vloavezhioù-labour, ha c'hoazh e savint kalz gorrekoc'h eget ar re all ha rak-se ne c'haller ket o skoilhañ; ne c'hall den ebet lakat war o hent ur skoilh par da sotoni Kullich, da leziregezh Rabensteiner pe da uvelder mevelek hag heugus Kaminer. An dra nemetañ a c'hallfe K. ober a-enep dezhe a vefe o lakat da vezañ dic'hopret, pezh a vefe aes-tre rak n'en defe ken 'met lavaret ur ger d'ar rener, met diegi en deus da gomz gantañ. Hen ober a rafe marteze ma vefe harpet an tri-se gant an eilrener hag a gav mat, e kuzh pe en dizolo, kement a vez kasaet gant K., met amañ, souezhusat tra, e torr an eilrener e voaz ha c'hoantaat a ra ar pezh a c'hoanta K. ivez.

Ur pennadig bihan

Pa zeujont er-maez eus ar c'hoariva e kouezhe ur glav munut. Skuizhet e oa K. dija gant ar pezh-c'hoari ha gant an doare fall ma oa bet displeget, met ar soñj e ranke reiñ bod d'e eontr a zebre e spered. Hirie end-eeun en doa c'hoant bras da gomz gant F. B. ha marteze en dije kavet an tu da gejañ ganti, met gant e eontr war e dro ne oa ket posubl. Bez' e oa c'hoazh un tren-noz hag en dije gallet tapout, met gant ar prederiet ma oa gant prosez K., ne oa, evit doare, chañs ebet d'e zarboellañ da vont kuit. Koulskoude e reas K., un taol-esa hep kalz a spi: »Ma eontr«, emezañ, »evit an deizioù, 'm eus aon, em bo ezhomm bras eus da skoazell. N'ouzon ket c'hoazh evit petra, met forzh penaos em bo ezhomm da vezañ skoazellet.« - »Bez' e c'hallez kontañ warnon«, eme an eontr, »prederiañ a ran dibaouez war an doare gwellañ da reiñ sikour dit.« - »N'out ket cheñchet«, eme K., »met ar voereb, 'm eus aon, a vo droug enni pa rankin goulenn diganit dont adarre e kêr.« - »Pouezusoc'h eo da afer eget seurt diaesterioù.« - »N'on ket ali ganit«, eme K., »met bezet a vezo, ne fell ket din da bellaat diouzh ar voereb hep un abeg reizh, ha dizale em bo sur-mat ezhomm diouzhit; ne fell ket dit, da c'hortoz, distreiñ d'ar gêr?« - »Warc'hoazh?« - »Ya, warc'hoazh«, eme K., pe marteze bremañ, gant an tren-noz, aesoc'h e vefe.«


(1)

Arabat krediñ e oa an Alvokad Huld kar-tost d'hor Sant Erwan benniget, alvokad ar beorien hag a zifenne an intañvezed hag an emzivaded keizh evit ur bennozh Doue. Gant "alvokad ar beorien" (Armenadvokat) e ra Kafka anv eus un alvokad kustum da vreutaat evit tud skoret gant ar Stad hervez ul lezenn war ar pezh a veze anvet gwechall "Gwir ar beorien" (Armenrecht), deut da vezañ bremañ, abaoe 1981, "Skoazell da baeañ ar mizoù proseziñ" (Prozesskostenhilfe). An alvokad Huld ne laboure ket eta evit ur bennozh Doue, met paeet e veze gant ar Stad. Ha n'eo ket an intañvezed hag an emzivaded keizh a veze difennet gantañ, rak ar ger "difennour" (Verteidiger er skrid orin, pe Strafverteidiger en e stumm klok) ne vez implijet nemet er prosezioù kastizel evit ober anv eus an alvokad karget da zifenn un tamallad (Angeklagten), da lavaret eo un den kaset dirak al lez-varn en abeg d'ur felladenn pe d'un torfed. Morse ne vez komzet eus "tamallad" nag eus "difennour" en ur prosez keodedel, hag an implij fonnus a ra Kafka eus ar gerioù-se a ro, adal an deroù, ur rakwel eus ar pezh a zo o c'hortoz Josef K.

(2)

A-hervez en doa skrivet Kafka, da gentañ-holl, ar c'hentañ hag an diwezhañ pennad eus ar Prosez, da lavaret eo ar pennadoù a gont penaos eo bet harzet K. ha penaos eo bet lazhet. Goude-se hepken en doa skrivet, en dizurzh, pennadoù all da lakat etre an daou bennad skrivet da gentañ. Met bez'e c'hallfe krediñ e tlee ar pennad diechu anvet gant Max Brod Ar prokulor digeriñ an istor ha bezañ laket a-raok ar pennad kentañ, rak ennañ n'eus anv ebet eus ar prosez. Seblantout a ra K. bevañ evel pa ne vije c'hoarvezet netra, da lavaret eo evel ma veve a-raok bezañ harzet, dieub c'hoazh diouzh an holl drubuilhoù a zegaso e brosez dezhañ. Hag ar pennad-se a ro ivez un tammig sklêrijenn war bersonelezh K., rak evitañ da vevañ e-unan-penn, ne hañval ket bezañ ken diseblant-se ouzh e endro. Stad a zo ennañ o vezañ ezel eus ur gompagnunezh hag a gav enorus, met an darempredoù skoulmet gantañ enni a ziskouezo bezañ didalvoud a-grenn e-pad e brosez.

(3)

Meneget eo an anv Wolfhart amañ evit ar wech kentañ hag ar wech diwezhañ. Ne c'haller ket gouzout peseurt roll a vije bet hini Wolfhart ma vije bet echuet ar romant. Met evit doare n'eo ket bet dibabet e anv dre zegouezh, rak talvezout a ra Wolf  kement ha bleiz ha hart kement ha kalet. Kalet evel ur bleiz, eta.

(4)

An anv-se ivez ne seblant ket bezañ dibabet dre zegouezh rak Kühn a dalvez kement ha dichek pe hardizh. Ar C'hühn-se eo moarvat an den yaouank meneget er c'hwec'hvet pennad (An eontr) hag a selaoue komzoù K. gant un neuz yen met evezhiek. Evit doare, e teu da vezañ dichekoc'h-dichekañ bep ma'z a ar prosez war-raok ha stad K. war washaat.


Copyright© 2015-2016 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh (all rights reserved).
www.dikhadak.eu