Klaskerez-vara Locarno

Heinrich von Kleist

Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

 

E-harz an Alpoù, e-kichen Locarno en Hanternoz Italia, e oa gwechall ur c'hastell  kozh perc'hennet gant ur markiz. Hiziv, pa vezer o tont eus Sant Gottard, e weler c'hoazh e zismantroù: ur c'hastell gant kambroù uhel hag ec'hon. En unan dioute e oa bet roet bod d'ur vaouez kozh ha klañv deut betek an nor da c'houlenn an aluzen ha bet staliet, dre druez, gant mestrez  an ti war ur gwiskad plouz ledet eviti war al leur. Ar markiz, distroet eus ar chase, a zegouezhas er gambr-se, 'lec'h ma oa kustum da glenkañ e fuzuilh, ha gant un ton brouezek e c'hourc'hemennas d'ar vaouez kuitaat ar c'horn ma oa gourvezet ennañ hag en em dennañ a-drek ar fornigell. En ur sevel war he zreid, e risklas ar vaouez gant he bazh loaek war al leur ramp hag e tifoeltras he divgroazell. Gant ur boan dreistlavar e teuas a-benn da adsevel ha da dreuziñ ar gambr evel ma oa bet gourc'hemennet dezhi, met erruet a-drek ar fornigell e kouezhas en ur leuskel garmadennoù ha klemmoù hirvoudus hag e tennas he huanad diwezhañ.

Meur a vloaz war-lerc'h, pa oa ar markiz en ur stad arvarus, berr an arc'hant gantañ da heul ar brezel ha goude eostadoù fall, e teuas ur marc'heg eus Firenze, c'hoant dezhañ prenañ ar c'hastell abalamour d'e drowardroioù kaer. Ar markiz, dedennet-bras gant an afer, a gemennas d'e wreg lojañ an estren er gambr-se hag a oa diberc'henn, annezet-kaer ha tonius. Na pegen nec'het e voe an daou bried pa zeuas ar marc'heg, strafuilhet ha drouklivet, d'o c'havout e-kreiz an noz, en ur douiñ hag adtouiñ e oa ur spes er gambr. Klevet mat en devoa un dra bennak diwelus o sarac'hiñ e korn ar gambr, evel pa vije o sevel diwar ur gwelead plouz, o kerzhet gorrek, a gammedoù brall-divrall, a-dreuz ar gambr hag o kouezhañ a-drek ar fornigell gant forzh garmadennoù ha klemmoù.

Ar markiz, spouronet hep gouzout re perak, a reas goap ouzh ar marc'heg gant un neuz falslaouen hag a lavaras e oa prest, evit e zivec'hiañ, da sevel diouzhtu ha da dremen an noz gantañ er gambr-se. Ar marc'heg, avat, hen pedas da reiñ dezhañ an aotre hegarat da dremen an noz war ur gador-vrec'h en e gambr-gousket. Pa zeuas ar beure e lakaas sterniañ e varc'h, e kimiadas hag e skarzhas kuit.

An darvoud-se a reas kalz a drouz hag a zigalonekaas meur a zanvez prener, evit brasañ displijadur ar markiz. Ha dre ma oa brudoù sebezus o redek e-touez ar servijerien hag a lavare e veze hentet ar gambr da hanternoz gant ur spes, e tivizas ar markiz degas sklêrijenn war an dra hag ober e-unan un enklask en noz war-lerc'h evit lakaat ar c'haozioù da devel. Da rouz an noz, eta, e roas urzh da aozañ e wele er gambr-se hag e c'hortozas gant hiraezh taol an hanternoz hep kousket banne. Pegen trefuet e voe, pa sonas eur an tasmantoù, o klevet an trouz kevrinus: evel pa vije un den o sevel diwar ur gwelead plouz hag a strake dindanañ, o vont a-dreuz ar gambr hag o kouezhañ a-drek ar fornigell gant garmadennoù ha klemmoù.

Antronoz, pa oa o paouez diskenn eus ar gambr, e c'houlennas ar varkizez outañ penaos e oa tremenet e enklask. Selloù aonik ha diasur a daolas en-dro dezhañ ha goude bezañ prennet an nor e touas e oa gwir ar pezh a veze kontet a-zivout ar spes. Spontet e voe ar varkizez evel na oa bet spontet biskoazh en he buhez hag e bediñ a reas d'ober difrom un taol-arnod all en he c'hompagnunezh a-raok diskuliañ an dra. En noz war-lerc'h e klevjont, a-gevret gant ur mevel feal deut gante er gambr, an hevelep trouz digomprenus ha kevrinus. N'eo nemet ar c'hoant divent d'en em zizober, kousto pe gousto, diouzh ar c'hastell a roas dezhe an nerzh da voustrañ, dirak ar mevel, war ar spont a grogas enne ha da lakaat an darvoud war gont ur c'hendegouezh dibouez a-walc'h hag a c'hallje bezañ displeget.

D'abardaez an trede devezh, pa oa an daou bried, o c'halonoù o talmiñ en o c'hreiz, o pignat adarre gant an diri a gase d'ar gambr evit klask penn d'ar gudenn, e weljont o c'hi, bet distaget diouzh e chadenn hag erruet dre zegouezh dirak an nor. Hep klask disklêriañ o soñj, marteze gant ar mennozh dispis da gaout ur boud bev all en o c'hichen, e kemerjont ar c'hi gante er gambr. An daou bried, div c'houlaouenn gante war an daol, a yeas da unnek eur da azezañ pep hini war e wele. Ar varkizez ne oa ket diwisket hag ar markiz a zalc'he en e gichen ur goustilh hag ur bistolenn bet tennet gantañ eus an armel. Tra ma oant o varvailhat evit klask diverrañ o amzer gwellañ ma c'hallent, en em daolas ar c'hi da c'hourvez e-kreiz ar gambr, souchet e benn ha dastumet e bavioù, hag e vanas kousket.

Da hanternoz e voe klevet adarre an trouz euzhus: unan bennak, ha na oa den ebet gouest da welet gant e zaoulagad, o sevel e korn ar gambr diwar-bouez bizhier loaek. Klevet e voe ar plouz o strakal dindanañ, ha gant e gammed kentañ: dap! dap! setu ar c'hi o tihuniñ, o sevel en ul lamm, e zivskouarn war evezh, hag o kilañ war-du ar fornigell gant harzhadennoù fuloret evel pa vije un den o tostaat outañ kammed-ha-kammed. Dirak ur seurt arvest, e strink ar varkizez er-maez eus ar gambr, he blev a-bik war he fenn; ha tra ma stag ar markiz, tapet gantañ e c'houstilh en ur huchal en aner: »piv 'zo amañ«, da skeiñ taolioù en aer, a-dreuz, a-hed hag a viziez evel un den pennfollet, e ro urzh da sterniañ ar c'hezeg, mennet-start da loc'hañ kuit diouzhtu war-du kêr. Dastum a ra prim-ha-prim un nebeud traoù met kent dezhi tremen dre ar porrastell e-kreiz strak-ha-storlok ar c'harr, setu ma wel ar c'hastell gronnet gant ar flammoù.

Ar markiz, diboellet-krenn diwar e spouron hag aet skuizh gant e vuhez en devoa kemeret ur c'houlaouenn ha lakaet an tan e pevar c'horn ar c'hastell, hollwisket en diabarzh gant koadajoù. En aner e kasas ar varkizez tud da sikour ar  paourkaezh den e-barzh ar c'hastell; marvet e oa endeo en un doare skrijus. Bremañ emañ c'hoazh e relegoù gwenn, bet dastumet gant ar gouerien, e korn ar gambr m'en devoa gourc'hemennet da glaskerez-vara Locarno sevel dioutañ.


Copyright© 1999-2012 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh
www.dikhadak.eu