Ar Charlezenn

Anatol ar Braz

Troet e brezhoneg gant Françoise Lermen

 

I

Marc'harid Charlez oa hec'h anv mat, met an dud a rae «ar Charlezenn» deuzouti.

A-vihanik e oa bet un tamm plac'h eveek, dichipot he doareoù. Bepred kludet 'barzh ar gwez, etre an neñv hag an douar e-giz ur c'hazhig gouez, e kase diwar an uhel he c'hanaouenn d'an dud a dremene en traoñ, war an hent. Gant piv 'oa bet ganet ? Den ne ouie. Lâret e veze er vro n'he doa «na tad na mamm». Ne oa perc'henn da netra dindan an heol, na zoken d'an anv a oa bet lakaet dezhi war gaier ar barrouz. Geo 'vat! un dra 'oa dezhi : he c'hened. Ur gened espar, iskis evel he holl voud, evel hec'h istor a-bezh, he mojenn pa lârin mat. N'eo ket e vije bet koant-meurbet. He fri oa un tammig re vras ha lemm evel beg ur sparfell. He blev ivez a zisplije abalamour d'o liv. En Breizh-Izel e vez kavet abeg er merc'hed blev ruz. Ha koulskoude, brav-dispar e oa he fennad-blev. Fonnus ha stank evel ur c'hreoñ, lufrus evel ur moue. Lâret e vije bet e oa gronnet he fenn gant ur vodenn flamm, ur strouezhenn entanet. He daoulagad, er c'hontrol, a oa glas-sioul, evel dislivet. Ur arliv a zouster - hag a dristidigezh - a oa enne. Daoulagad abaf, hañval ouzh reoù ur bugel, aezet da spontañ. He muzelloù moan-moan, stardet un disterig, a ziguzhe, pa vezent digoret, div rengennad dent bihan hag a seblante bezañ rimiet gant al livn. Gant kement-se holl, pe, mar kirit, en desped da gement-se holl, ha goude ma oa a-boan digouezhet gant he seitek vloaz, e sache ar Charlezenn evezh ar baotred yaouank warni. Ar c'homerezed, er beilhadegoù, a gonte penaos e veze strobinellet ar re-se ganti. Hag evit diskouel ne lârent ket gaou, e lakaent war an tabier gwalldro «Kloareg Rozmar».

Hemañ oa ur c'hloareg deus Plouzelambr. N'en nevoa ken 'met ur bloavezh studi d'ober a-benn bezañ beleget. Hogen, ur beurevezh, e-kreiz an ehan-skol, setu ma c'houlenn digant e dad komz outañ.

- Ma zad, emezañ, graet eo ma soñj ganin : ne din ket da veleg.

- Neuze 'ta, krog adarre er bal, a respontas Rozmar kozh.

- Hag e rin, gant ma vo graet diouzh ma diviz.

- Petore diviz ?

- Gant ma rofet koñje din da gemer pried.

- Choazet 'teus unan ?

- Ar Charlezenn 'm eus choazet.

- Ul laouegez ! Biken !

- Ma na vez ket digemeret ganeoc'h da verc'h-kaer e varvin.

- Well eo ganin e varvfes-te 'vit na deufe an dizenor war hon ziegezh a-bezh.

- Mat eo !

An deiz war-lerc'h, unan deus mevelien an atant en nevoa kavet Kloareg Rozmar krouget ouzh skourr ur wezenn avaloù, er c'hloz.

Diwar an darvoud mantrus-se e tarzhas, er vro a-bezh, un houlennad kasoni dall a-enep ar Charlezenn. Padal, gwech ebet n'en nevoa klasket Kloareg Rozmar toullañ kaoz ganti. An darinenn a blac'h skoemp-se ne ouie ket diouzh he c'hened, na diouzh an holl draoù all ivez. Ouzh an asez hoal a save deuzouti n'he doa ket taolet pled.

II

Amañ eo e komañs da vat istor ar Charlezenn. Bevañ a rae gant ur wrac'h kozh, distrantell he doareoù, hag he doa he c'havet pell amzer 'oa, ne ouie den e pe lec'h. Ar wrac'h kozh-se he doa he maget gant an aluzenoù a zastument o-div amañ hag ahont, ha muioc'h c'hoazh gant predoù bazhadoù. Rak Nann gozh - ne oa anavezet nemet dre al lesanv-se en abeg d'he zech da vrallañ dibaouez he fenn evel da lâret «Nann» -, rak Nann gozh a oa ur wrac'h vil, grignous ha tagnous. Da bep eur deus an noz ha deus an deiz, abaoe ma oa aet ar Charlezenn en tu-hont d'he femzek vloaz, e huche dezhi en he divskouarn gant he mouezh trenk :

- Ac'h ! ma vijen-me en oad dit-te ha korfet 'veldout ivez !...  Ma vijen en oad dit-te ha korfet 'veldout !...

Ar Charlezenn, ha na gomprene sort ebet er c'haozioù-se, ne rae nemet dislontrañ he daoulagad bras ha sklaer, a-liv gant an oabl e miz Ebrel. Neuze en em lakae ar wrac'h da skeiñ, ha da skeiñ ganti a holl nerzh he divrec'h kozh ha digig.

- Ret-mat 'vo dit kompren ! a huche warni.

Un abardaevezh, e teuas ar Charlezenn da gompren...

O chom e oant d'ar c'houlz-se, Nann gozh ha hi, en ul lochenn boutaouer-koad bet dilaosket gant ar vicherourien gantreer o doa he savet hag he staliet war lez ar Rozkoad, ur forest hag a aparchante ouzh tiegezh nobl Keranglaz. Ar Charlezenn, evel lâret, a veze ar pep brasañ deus an deiz o kantren. A-raok ma oa aet Kloareg Rozmar d'en em grougañ hep goût dezhi, ec'h ae deus an eil menaj d'egile da glask un tamm bara amañ, un tamm lard aze, un toullad uioù ahont. Met da heul an darvoud, e oa bet distoket rust diwar treujoù an tier ma veze digemeret gwechall enne gant komzoù hegarat, hag o vezañ ma oa lorc'h enni ne oa ket bet gwelet eno ken. «Skoit ganin kement ha ma karfet» he doa lâret da Nann gozh, «met touiñ a ran ne din ket ken da glask ma boued !» - «Neuze ne vi ket maget ganin ken» he doa respontet ar wrac'h. - «O ! n'on ket chalet gant se !» Laouen-bras e oa, er c'hontrol. Deus an eil sklêrijenn d'eben e veze o kantren dre ar c'hoad 'lec'h ma oa an holl wez evel mignoned, evel kerent dezhi. P'he deveze naon e tebre per ar Werc'hez en nevezamzer, mouar e-pad an hañv, hag en diskaramzer kistin ken rous evelti hag a grigne rag-eeun diwar brankoù ar gwez. Kement-se ne vire ket ouzh he c'horf brav da vleuniañ, na pell ac'hann ! Deut e oa dezhañ un hoal nevez, un nerzh gwevn ha frondus evel hini ur blantenn diwanet er c'hoad uhel. Un dudi e oa he gwelet o tremen e skeud glas ha boull ar brouskoad, o tremen en he c'hoantiz heneuz a blac'h ouez, gant he brozh e pilhoù hag a dape a-vec'h betek he daoulin, o lezel dizolo he divhar hir, nervennek ha rous evel reoù ur faonez deus an Henamzer. Hogen, meur a wech a-greiz e abadennoù chase e oa digouezhet mab henañ Keranglaz ganti.

En abardaevezh-se eta, e oa ar Charlezenn o tizreiñ d'al lochenn en ur c'hwitellat. Se 'oa ur pleg tapet ganti dre forzh klevet ar mouilc'hi du e-touez ar brouskoad. Arruet war an treujoù e chomas a-sav. 'Barzh al «logell» e oa un den dizanav. Un tremeniad uhel e renk, sur a-walc'h, rak Nann gozh he doa lezet gantañ ar skabell nemeti a oa en ti. Ne oa ket ur c'houer da varn diouzh e vourroù, troñset ar begoù anezhe war daou gorn e c'henou. A-hend-all, e oa gwenn e groc'hen, zoken hini e zaouarn kroaziet gantañ en-dro d'e c'hlin. Ouzh biz bihan unan dioute e oa ur skarbouklenn o lintrañ. Stardet e oa dargreiz an estren en ur justenn lêr dasstrewet a dachoùigoù lugernus evel aour. Astennet ouzh e dreid, e oa ul levran bras, rous-gell e vlev, hag a savas war e bavioù en ur c'hrognal kenkent ha ma welas ar Charlezenn.

Sevel a reas an den ivez en ur flourañ e gi evit e sioulaat.

- Deus 'ta, goueziadez ! a wikas Nann gozh. Tost d'un eur dale zo ganit.

Goût a-walc'h a rit e teuan pa blij ganin, a respontas ar Charlezenn, feuket evit ar wech kentañ gant ton mestronius an hini gozh, moarvat abalamour ma oa an den-se  en ti.

- Disk kaozeal proproc'h, poultrenn an hent bras ! Klev mat ! An hini 'zo amañ eo mab henañ aotrou Keranglaz, da vestr ha ma hini, war-lerc'h Doue !

- Ha c'hwi, gwrac'h kozh, chilaouit : Ne anzavan-me den ebet da vestr warnon... na kennebeud-all da vestrez. Neb 'neus divskouarn 'ra glevo.

War se e troas he seulioù, met pa oa war-nes tapout toull an nor en ur lezel war he lerc'h he mamm-vagerez taget gant ar fulor, e lampas mab Keranglaz evit herzel outi da vont.

- Koantenn, emezañ, gant ur vouezh start-tre ha dous-meurbet koulskoude, gaou ebet n'am eus graet ouzhoc'h. Hoc'h ostiziad on kenkoulz ha hini Nann. A be beurzh e rit-hu dismegañs din ?

- Ur strouilhenn eo houmañ m'hen lâr deoc'h !... ur strouilhenn... a huche Nann en ur ziskargañ he c'hounnar, bet mouget da gentañ gant ar sebez hag o tarzhañ bremañ en ul lanvad kunujennoù.

- C'hwi, ma c'homer, roit peuc'h ! a c'hourc'hemennas Keranglaz krak ha krenn.

Neuze, en ur dreiñ adarre war-gaout ar Charlezenn, e kendalc'has gant e vouezh kaer, akuit da gaozeal brav :

- C'hwi zo er gêr amañ. Ma oc'h laket diaes ganin, eo me an hini a rank mont kuit, n'eo ket c'hwi. Lârit din mont hag e sentin. Met laoskit-me koulskoude da lâret deoc'h ec'h on bet dianket er c'hoad-mañ pa oa c'hoazh damsklaer an deiz ha n'oufen ket, sur a-walc'h, adkavout ma hent dre an noz. Mar bezan rediet ganeoc'h da vont kuit, e vin laket en un enkadenn vras ha marteze en argoll rak hervez kont e vez stank ar bleidi er Rozkoad, hag evit en em zifenn a-enep o debron-jave n'am bo nemet ma nerzh-kalon, ma c'hontell-hemolc'her ha Kurun, ma levran. Anzav a ran ouzhoc'h n'on ket laouenaet gant ar soñj da vont d'ober boued d'an aotrounez bleidi. Well 'vefe ganin, mar bez ho polontez, chom un toullad eurvezhioù da gousket 'tal kichen ho tan, rak brevet eo ma c'horf gant ar skuizhder.

Biskoazh den n'en nevoa dibunet d'ar Charlezenn kaozioù ken kaer. Santout a reas ar ruz o sevel d'he fenn hag e valbouzas, lentik :

- Me 'n hini eo a c'houlenn ho tigarez 'vit ma imor fall, Aotrou. Kredit hardizh, n'eus ket a vis fall ennon. Ma teuan da vezañ drouk evel-se e-keñver ma nesañ n'eo nemet en abeg da Nann, bepred ken gouermagn ouzhin.

Lâret e vije bet n'he doa gortozet ar wrac'h nemet ar gaoz-se. Ha hi sevel diwar an oaled 'lec'h ma oa tamolodet, eskemm gant mab Keranglaz selloù leun a ster ha mont war-gaout an nor, feson feuket warni, en ur chaokat kroz :

- Paneogwir eo me a zo a re amañ, ec'h an 'n em zro ! 

Kenkent e savas keun d'ar paourkaezh Marc'harid Charlez deus ar gerioù trenk a oa diflipet diganti. Fellout a reas dezhi redek war-lerc'h he mamm-vagerez evit he digas en-dro. Met kaer 'voe dezhi ober tro al lochenn, furchal teñvalijenn an noz gant he daoulagad, hopal : «Nann ! Nann !» a bep tu en-dro dezhi, ne deurvezas ket Nann dont war wel.

Arru skuizh, e tizroas ar plac'h yaouank 'barzh al «logell».

- Aotrou, a aspedas, ma rofec'h sikour din e tigasfemp 'ne'i en-dro !

- Laoskit ar sorserez-se, Marc'harid, aet eo d'ur sabad bennak.

- O ! Aotrou ! Aotrou ! mar bez debret gant ar bleidi !...

- Hañ, feiz ! ouzh ar bleidi 'ni eo 'mo truez... Bezit dinec'h ha deuit d'en em dommañ ouzh an tan. Treuzet oc'h gant ar riv.

Skeiñ a reas ur vriad balan war an oaled. Sevel a reas ar flammenn, uhel ha sklaer, gant strakadennoù drant. Neuze e redias ar Charlezenn da azezañ en e blas, war ar skabell.

- Evidon-me, emezañ, ne c'houlennan nemet an aotre da c'hourvezañ e-harz ho treid.

Azezañ a reas eta war maen an oaled, met gant e benn astennet war-raok betek flourañ hini ar plac'h yaouank. Santout a rae ar Charlezenn war he jod alan kreñv ha tomm mab henañ Keranglaz. Hep gouzout perak, he doa aon rak an den-se. Ha koulskoude e oa anezhañ ur c'haer a baotr e bleuñv e yaouankiz. «Petra zo o c'hoari ganin ? a soñje : krenañ a ran evel pa vefe an derzhienn fall ganin.» Krog e oa ar C'heranglaz da gaozeal, da gaozeal buan-buan ; hi avat ne gleve nemet trouz e c'herioù, flour evel muzik. Klask a rae intent ar ster anezhe, met ne deue ket a-benn. Ur voubou difraezh a leunie he fenn. Hañvalout a rae dezhi e krape miliadoù ha miliadoù a loenedigoù diwel hed-ha-hed he c'horf. Karet he dije o strilhañ diwarni met ne oa ket evit hen ober. Evel pa vije bet sanket en unan deus an huñvreoù ma klask ar c'housker redek kuit ha ma chom strobet e zivhar e n'onn dare petore skoilh. Dindan gazel-gê e oa.

A-daol-trumm e laoskas ur griadenn, ur griadenn skrijus, evel yudadenn ul loen gloazet.

Stouet a-us dezhi, lufr ha sonn e zaoulagad, koeñvet e wazhiennoù betek tarzhañ, e klaske Goulven a Geranglaz kregiñ enni a-dro-vriad.

Teurel a reas he fenn war-dreñv ha reutaat he c'horf, poulzet gant an dizesper. A-greiz-holl e teuas soñj dezhi deus ar gontell-hemolc'her a oa gant an den-se e-pign ouzh e c'houriz. A-dastorn e kavas dorn ar gontell, e vantas an arm hag e sankas al laonenn e kein ar C'heranglaz gant kement a nerzh ma kouezhas hemañ d'an douar evel un ejen diskaret.

Strafuilhet ha pennfollet, e sailhas ar Charlezenn er-maez, e don an noz. Hag a-hed an noz e c'haloupas war-raok dre dreuz ar c'hoad, en ur c'harmat hag en ur youc'hal evel un ounner ankouaet er prajoù hag a lamp en ur leuskel blejadennoù truezus hep kaout respont ebet digant ar vandennad-saout.

III

An deiz oa o tarzhañ e gwennojenn an tornaod a dremene a-hed al Lev-Draezh, etre Lokmikael ha Plistin, lec'h ma kaver hirie an hent troidellek a gas deus Lannuon da Vontroulez. An tri faotr Rannou 'oa o tizreiñ war-gaout Lokmikael hag a oa d'ar c'houlz-se ur gêr. Un triad gwall-zoujet e oa ar Rannoued-se. Anvet e oa an henañ Kaour, an eil-henañ Kireg hag an hini yaouankañ Gwennole. Dougen a raent, 'vel ma weler, anvioù sent enoret-bras, met lakizien an diaoul e oant o-zri. Setu da vihanañ ar pezh a veze lâret dre ar vro. Hogen, en Breizh-Izel evel e lec'h all e vez alies welloc'h an dud 'vit o brud. N'eus forzh penaos, tremen a rae ar Rannoued evit lamponed. Ne oa hini ebet war ur vicher. Bevañ a raent e-maez ar reolennoù boutin. Kontant e vije bet beli perc'hennezhioù Keranglaz d'o lakaat ouzh ar groug. Met ret e vije bet da gentañ tapout krog enne. Ne oa ket un dra aezet. Ne grede ket ar beli talañ ouzh ar riskl, goude ma oa un hanter-kant bennak a soudarded en e c'hourc'hemenn. Met petra 'oa hanter-kant den e-skoaz an tri faotr Rannou ! Da c'hortoz lakaat al lakepoded-se ouzh ar groug, e oa ar beli an hini kentañ o paeañ ur werzh-daspren dezhe. Ken lies gwech ma rae ur veaj dre ar c'hontre e c'houlenne digante un tremen-hent en eskemm d'ur yalc'had arc'hant. Kement-se a roe d'ar Rannoued ul leve asur hag a veze fonnusaet gant gounidoù disteroc'h tapet diwar-goust an aotrounez a dremene dre ar vro, 'kostez al Lev-Draezh. Ne glaskent tapout nemet pesked bras. Madelezhus e oant e-keñver ar bobl vunut.

... - Sellit 'ta ! a lâras Kaour d'e vreudeur, pa oant oc'h arruout e-harz Roc'h-Kerlez.

Diskouel a rae, gant e viz, stumm un den en e sav, ouzh krec'h, 'tal kichen ar groaz a oa a-us d'ar roc'h.

- Dampred 'vin ! a huchas Gwennole, houmañ eo ar Charlezenn !

Hag i hopal warni. Ne hañvalas ket avat klevet o mouezh. Hag i neuze pignat betek enni a-grap ouzh mein balirek ar roc'h, ouzh ar bodoù lann.

- O c'hortoz unan bennak ec'h out, Gaidig ?

- Ya, o c'hortoz ar mor.

- 'Vit ober petra ?

- 'Vit 'n em skeiñ e-barzh.

- Neuze 'teus c'hoant da vervel ?

- Ya... 'N em skoet 'mije graet dija... Met war ar vein noazh 'm mije graet re a boan din... Gortoz 'ran ma vo dour en traoñ. Ne bado ket pell.

Bez' e oa ar mor o tont end-eeun. War an draezhenn divent e ruilhe gant un todion spontus, ken bouzarus ha c'hwirinadeg diroll ur vandennad mirc'hed o redek d'ar pevarlamp ruz.

An henañ deus ar Rannoued a lâras :

- Kont dimp 'ta petra zo c'hoarve'et ganit, Gaidig. Ma 'neus klasket unan bennak noazout ouzhit, lâr dimp e anv ; tri omp amañ, ha ni a veñjo ac'hanout.

- Na deoc'h na da den ebet ne gontin ar pezh zo c'hoave'et ganin. Skuizh on gant ar vuhez, setu tout.

- Ac'hanta ! Ni 'vat, ne lezfomp ket ac'hanout da vervel.

Neuze, en ur dousaat e vouezh raouliet un tamm, e kendalc'has an henañ deus ar Rannoued :

- Chilaou mat, ma flac'h. Sell ouzh ar c'hoajoù en em led du-hont diwar-hed gwel, betek penn pellañ an oabl. Gouez d'an aotrou Keranglaz ec'h int dezhañ. War ar paper, marteze. Met ar gwir vistri eo ni. Ni, ar Rannoued, rouaned ar forest. A ! Setu aze un domani kaer. Anaout a rez-te ar bevennoù, met biskoazh n'out bet e don ar c'hoad dindan ar gwez uhel. N'eus ket er bed ur palez par da hennezh. 'N Aotrou Doue 'n hini eo 'neus savet anezhañ gant e zaouarn. Kalz bravoc'h eo ar gwez a harp anezhañ evit pileroù an ilizoù kaerañ. Hag ennañ a zo ivez peulvanoù ma azeze gwechall ar ramzed warne, ha taolioù-maen ma tebrent oute. Aze e reomp-ni hon annez. Da briz ebet ne asantjemp mont da lec'h all, na pa vije kinniget dimp kastell ar rouanez Anna. Met kalz bravoc'h e vefe dimp c'hoazh ma vefe ganimp ur c'hoarig ker, ur plac'h mat ha didroidell 'veldout. Poazhat 'rafes hon soubenn kig-gouez e skeud ar gwez derv ; peñseliañ 'rafes, gant da vizied akuit, hon dilhad kroc'hen-bleiz. Deus 'ta ganimp d'ar forest vras, Gaidig. Mat e vefomp ouzhit. Rust omp diwar-c'horre, met ken tener eo hon c'halonoù 'vel kalon ur bugel. An dud a ra fae warnomp, rak aon o deus rakomp. Goût a rez pegen drouk int. Poanioù a-walc'h 'teus gouzañvet-te pa oas e sorc'henn da vont d'ar baradoz dre an hent fall, en ur vervel dre da youl da-unan. Kred ac'hanon, Gaidig, biskoazh gaou n'am eus lâret. Devezhioù kaer a dremeni e kalon hon c'hoajoù hag hon zraoniennoù. Gwarezet e vi ouzh ar gwall-deodoù. Piv a gredfe ober droug da c'hoar an tri breur Rannou ? Deus !... Kement tra az to c'hoant da gaout a vo roet dit. Ma 'c'h out troet gant ar bragerizoù, e tigazfomp dit reoù kaer-meurbet hag a ray avi da Itron Varia Rumengol, ha hi o tougen ur sae aour... Ar c'hinnig-se hon nije graet dit pell 'zo dija, m'hon nije kredet, met soñjal 'rae dimp ne vijes ket evit ober da soñj mont diwar-dro Nann gozh, da vamm-vagerez...

- O ! hounnezh 'zo ur gozh sorserez fall ! a youc'has ar plac'h yaouank.

Da gentañ he doa chilaouet komzoù Kaour gant diegi, krizet he zal, teñval he fenn ha liv an disfiz war he fas. Tamm-ha-tamm avat he doa taolet muioc'h a evezh. Hag a-benn ar fin,  e oa teuzet he c'halon gant ar soñj da vevañ e-touez ar wazed didro-se er forest vras, peuc'hus ha don evel un iliz ramzel. Leñvañ a rae didrouz, hep tamm c'hwervoni.

- Mat a rez leñvañ, Gaidig, eme neuze Gwennole. Disammet 'vo da galon. Bremañ ec'h eomp da c'hortoz un tammig izeloc'h ken n'az to graet da soñj. Ma tiskennez betek ennomp, e ouefomp az teus digemeret ar c'hinnig graet gant Kaour.

- Mat evel-se ! eme Kaour ha Kireg.

Hag ec'h ejont o-zri un tamm larkoc'h, hep koll ar gwel deus ar Charlezenn.

Houmañ a chomas ur pennad c'hoazh war bladenn ar roc'h, harpet he c'hein ouzh gwezenn ar groaz. N'eo ket ouzh ar mor e oa bremañ o sellet. He daoulagad sklaer ma ruilhe an daeroù dioute evel ur pil-dour en nevezamzer, he daoulagad liv an oabl e miz Ebrel, a heulie en dremmwel linenn wagennus ar c'hoajoù. A-baouez sevel e oa an heol. Ur glaviad aour a veradenne er pellder hag a skuilhe froudadoù sklêrijenn skedus war an diribin, deus al leinoù uhelañ betek ar bodennoù tostañ. Marzhus e oa an arvest. Deus ar forest e save un aezhenn arglas, frondus evel moged an ezañs. Divorfilañ a rae lazoù-kanañ an evned ; kas a raent o c'halvadennoù hag o respontoù an eil d'egile hag en o mouezhioù e tregerne holl levenez an douar. Evel pa vije bet ar bed a-bezh o tasorc'hiñ d'ar vuhez. Seblantout a rae pep tra, gant an heol o sevel, bezañ o tiflipañ deus an noz evel deus ur bez. Hag ar Charlezenn, torret dezhi he c'hoant mervel, a reas sin ar groaz dirak ar sklêrijenn evel dirak un doue dellezek deus ar brasañ azeulerezh. Neuze, he c'hammedoù o tasseniñ drant war ar vein, e tiskennas da-gaout ar Rannoued. Stad ha lorc'h enne, e tapjont asambles penn ar wennojenn glizh-gleb hag a gase, a-dreuz al lanneier, da galon ar c'hoajoù. Er penn kentañ e kerzhe Gaid Charlez. Anavezet-mat e oa an hent ganti dija, a vije bet lâret. Dre wask he muzelloù moan e c'hwitelle evel ur moualc'h. Heuliet e oa a-bell gant ar Rannoued ; er plac'h yaouank gouez-se e oa ur veurdez hag a strafuilhe o spered.

- Boudig ar forest eo ec'h omp oc'h ambroug ! a vouskomzas Kaour.

Hag e zaou vreur a respontas a vouezh izel :

- Ya, gwir eo ! Hi an hini eo.

IV

P'en em lakae ar Charlezenn
Da c'hwitellat war bouez he fenn
E teue an deil da grenañ
Hag an derv da dizeliañ.

Se 'oa penn kentañ ur werz savet d'ar Charlezenn gant ur c'hloareg deus kostez Lokmikael, abaoe ma oa deut da vezañ «c'hoar vihan» ar Rannoued. Er pozioù all, e oa displeget he zorfedoù. Taolennet e oa evel ur plac'h divergont, ur grouadurez diaoulek.

Naer ha plac'h kat da c'hwitellat
O-div o deus Satan da dad.

Un testeni deus se a veze roet gant he c'hened, gant liv treuzwelus he daoulagad ken sklaer, gant he c'horf heneuz, ha dreist-holl gant liv espar he blev.

Gaid Charlez he lagad glan
Liv an Ebrel, liv an oabl splann ;

Gaid Charlez zo ken koantik
'Vel santez koad ur chapelig.

Tremen 'rafe da verc'h Doue
Paneve liv tan he moue...

Neuze e teue istor an torfed kentañ :

Kloareg Rozmar oa en aviz
Mont da veleg a-benn dek miz

Kentañ torfed ar Charlezenn
Voe e grougañ ouzh ur wezenn

En Breizh-Izel e kresk fonnus ar mojennoù, evel en o douar naturel. A-vec'h ma oa tremenet daou vloaz abaoe marv Kloareg Rozmar, ha setu e oa bet krouget gant ar Charlezenn !... Hag e teue an eil torfed hag a oa «un dra spontus da lâret».

Ar c'hloc'h a glever o tintal...
Un ene 'zo aet d'ar bed all !

Allas ar c'hloc'h du a son glaz
Da vab henañ re Geranglaz !

Adkontañ a rae ar barzh, en e stumm, an darvoud skrijus c'hoarvezet el logell. Dedennet e oa bet ar paotr yaouank en un antell stignet gant Marc'harid Charlez. Lakaet e oa bet da gousket gant ur yeotenn ha lazhet neuze dre drubarderezh.

... Koulskoude e rene ar plac'h yaouank ur vuhez kaer, o kantren gant ar Rannoued dre forest Rozkoad. Kaour n'en nevoa ket lâret gaou. E digenvez don ar c'hoad, e-touez ar glazur, gwarezet gant an tri breur hag a vage eviti ur sort azaouez didro, he doa gwelet an holl eñvorioù fall deus hec'h amzer dremenet o steuziañ an eil war-lerc'h egile.

Deus Nann, deus mab Keranglaz, deus kemend-all a vizer hag a zismegañs ne chome ganti nemet skeudennoù dispis : ha c'hoazh e vije bet ret dezhi mont da furchal e donder he c'hreizon. Eviti e tibune an devezhioù ingal, sioul ha meurdezus. Da veure e loc'he an tri breur. Da-gaout petore chañsoù ? Ne glaske ket hen gouzout ; int, diouzh o zu, a lakae evezh da devel war se diraki. Dizreiñ a raent da eurioù bepred dishañval. Alies e veze tarchadennoù gwad war o dilhad : gwad loened, ha marteze gwad tud ivez. Koaniañ a raent ordinal holl asambles dindan ar stered kentañ. Koulz ar c'haozeadennoù, ar beilhadegoù dindan ar gwez uhel ma veze gwelet, a-dre o skourroù, ar stered o lintrañ evel goulaouennoù sklaer en diabell. En gwirionez ne veze nemet ar Charlezenn o kaozeal. Tavedek e oa ar Rannoued hag e veze welloc'h gante chilaou komzoù Gaidig, ar c'hoar vihan. Kenkent ha ma tigore unan dioute e c'henou, e lâre an daou all dezhañ : «Laosk Gaidig da gaozeal !» ha kaozeal a rae Gaidig. Kontañ a rae dezhe ar baleadennoù, an troiadoù a rae e-pad an deiz, o diduelliñ a rae gant disterachoù. Marvailhoù kaer a gonte dezhe, evel ma vez kontet d'ar vugale, pe e kane gwerzioù ha sonioù, an hêrezh nemeti he doa digemeret gant anaoudegezh-vat digant Nann gozh. Chilaou a raent-i, stag ouzh he diweuz. Dudius e floure he mouezh o eneoù barbarek. Pa deue ar selin e lâre nozvezh vat d'an tri breur. Fardet o doa dezhi ur «c'hourvezenn» dindan pladenn un daol-vaen harpet bremañ gant unan hepken deus he skoroù. Aze e kouske evel ur rouanez deus an amzerioù kent, gant krec'hen loened gouez oc'h ober ur rideoz en-dro dezhi, ha da wele e talveze dezhi ur bern pallennoù blot, frouezh al laeroñsi evit un darn dioute, bet stammet moarvat gant bizied akuit itronezed ar manerioù.

Ur wech serret mat an noz ec'h ae adarre daou deus ar Rannoued war-dro o labour kevrinus. A-raok menel kousket, e chilaoue ar Charlezenn o c'hammedoù o pellaat. An trede a chome da eveshaat outi, astennet war ur gwelead raden 'tal kichen an tan. Evel-se e veilhent warni, pep hini d'e dro. Un nozvezh ma oa tro Kaour, e kavas d'ar plac'h yaouank he doa klevet un difronkadenn.

Gervel a reas dousik :

- Kaour !

- Petra 'zo, Gaidig.

- Ouzhit-te eo ve ret goulenn. Petra zo kaoz dit da c'harmat !

- N'onn ket. C'hoarvezout 'ra ganin a-wechoù, hep abeg.

- Lâr din da boan. Deus un tamm tostoc'h.

Tostaat a reas outi a-stlej, evel ur c'hi aon dezhañ da vezañ kannet.

- Poan-spered pe boan-galon 'teus ? Fellout 'ra din gouzout.

- Poan-galon, Gaidig. Divinout 'rez pep tra. Te zo ur sorserez evel Nann gozh, met ur sorserez d'an Aotrou Doue out-te.

- Neuze, arabat kuzhat netra ouzhin.

- Mat ! Dleet oa din bezañ lâret se dit abretoc'h. Sed, Gaidig, sot-nay on ganit. C'hoant 'teus e teufemp-ni da vezañ gwaz ha gwreg ?

Ret e oa bet d'ar paourkaezh Kaour dastum e holl nerzh-kalon evit distagañ gerioù ken eeun. Ha bremañ, e fas peget ouzh an douar, e c'hortoze ar Charlezenn da gaozeal. Ar Charlezenn avat a chome sioul. Kaour a savas e benn. Un anken divent a oa merket war e fas.

- Gaid, a hiboudas, ne fell ket dit, kuita ?

- Nann, a respontas-hi, izel he mouezh.

Neuze, gant ur vouezh startoc'h :

- Nann, Kaour, ne fell ket din !

- «Ya» az pije respontet, Gaid, ma ne vijen ket bet Kaour met Kireg pe Wennole...

- War se e faziez.

- Muioc'h douget out koulskoude da unan diouzhimp ?

- Goulennoù gwall iskis a rez ouzhin ; biskoazh n'em 'oa soñjet en dra-se. En gwirionez, on douget deoc'h ho-tri.

- Ar wirionez rik eo, Gaidig ?

- Ar wirionez rik, Kaour !

- P'emañ kont evel-se, ne c'harmin ket ken. Nebeutoc'h a boan 'm eus dija. Touiñ a rez din ne vi gwreg da den ebet ?

- Da den ebet, hen touiñ 'ran !

- Rak, klev mat, me a lac'hfe an den-se, na pa vefe Kireg, na pa vefe Gwennole zoken, hon breur yaouankañ. Hag en em lac'hañ 'rafen ma-unan goude. Well eo dit, Gaid, treiñ diwarnomp ur sort planedenn. Bennozh Doue dit !

Lâret en nevoa kement-se gant ur vouezh don. Neuze e lâras c'hoazh :

- Kousk en peuc'h, c'hoar vihan ar Rannoued.

Treiñ a reas, mont en e c'hourvez a-c'hwen e gein, e zivrec'h kroaziet gantañ a-drek e benn hag evel-se e chomas betek dizro an daou all, digor-bras e zaoulagad ha paret e selloù war ar stered.

Ar Charlezenn : «Fin zo d'ar vuhez evurus !... Gant petore lezenn griz e vez renet ar bed ? Perak ne c'hall ket ur gwaz bevañ gant ur vaouez, na sellet outi zoken, hep c'hoantegezh ? Petra eo ar boued milliget-se na c'hall ket ar c'halonoù tremen heptañ, bara ar garantez, bepred meret gant daeroù hag a-wechoù gant gwad ?... Neuze, abalamour d'ur sell teneroc'h a daolfen war Gireg pe war Wennole, ec'h afe Kaour, daoust d'ar garantez en neus oute o-daou, betek lac'hañ e vreudeur !... Tro Kloareg Rozmar a deuas fraezh war he spered ; ha fraeshoc'h c'hoazh ar pezh a oa c'hoarvezet el logell. Adwelet a reas Keranglaz stouet warni ha diouzhtu goude o ruilhal d'an douar, ur c'hlaourenn ruz ouzh e vuzelloù. Setu ma oa deut tro Kaour. Petra n'he dije ket roet evit damantiñ dezhañ ! Ret e oa bet dezhi skeiñ un taol gantañ ivez. Goût a-walc'h a ouie he doa graet muioc'h a zroug dezhañ gant ar «Nann»-se evit n'he doa graet d'egile gant an taol kontell. Ne oa nemet un dra d'ober evit tec'hout diouzh an antelloù stignet gant ar garantez : klask repu er bed all. Evit an eil gwech e lakaas en he fenn hen ober. Hag ar wech-mañ ne vije dizroet gant den ebet diwar he meno.

Graet he soñj ganti, e voe leuniet hec'h ene gant ur peuc'h divent hag e repozas dibreder, beilhet gant Kaour vras evel unan deus gwerc'hezed ar Vojenn, gwarezet en o hun gant ur ramz en e gluch.

V

Ar Charlezenn, e goulou gwenn tarzh an deiz, a welas ar Rannoued o vont kuit. Sellet a reas oute o sankañ e don ar c'hoad, e tu an aod. A-benn teir gwech e hopas warne :

  - Kenavo ! Kenavo ! Kenavo !

N'o gwelo ken en-dro hag ec'h astenn ar c'himiad. Ne ouzont-int mann ebet ha laouen e respontont :

- Ken emberr, c'hoarig !

E-mesk o mouezhioù, e anavez hini Gwennole, yaouankoc'h ha skiltroc'h. Hag evit Gwennole, hen anzav a ra bremañ outi hec'h-unan, he deus karantez. Na mat he deus graet chom hep hen diskouel dezhañ ! Da vihanañ n'en do ket da c'houzañv abalamour dezhi... Ne oar ket, ar plac'h diouiziek a zo anezhi, ec'h eo ar garantez un dra soutil hag a vez divinet, koulz lavaret, diouzh he c'hwezh ; ha setu perak en nevoa garmet Kaour kemend-all en derc'hent.

N'eus forzh ! O vont da vervel emañ ar Charlezenn.

Dudiusat beurevezh ! Gouel zo hirie e forest Roskoad. War a seblant he deus kemeret ar sklêrijenn flour ur c'horf hag emañ o vale dre douez ar gwez estlammet, gwisket gant ur vorenn c'hlas, he blev dispak o wagenniñ war he lerc'h evel ur froudad aour rik. Ha gant kement kammed a ra, e sav deus an traoù ur sonerezh kevrinus. Betek ar c'hinvi a zo treuzet-didreuzet gant kridiennoù skañv. Aezhenn miz Mae o tremen dre gleuzennoù an derv kozh, o laka da fraoñval kreñv evel korzennoù ograou. Muioc'h c'hoazh evit kustum he deus gwisket ar forest neuz un iliz kozh intret gant frondoù hag ezañsoù a bep sort. Evel kement a nevioù e tigor an alezioù uhel gwelvaoù ec'hon 'lec'h ma lugern sked-disked mil skleurenn hag a seblant c'hoari a-dreuz gwerennoù-iliz lieslivet.

Chomet hec'h-unan e santas ar Charlezenn an dristigezh o veuziñ he c'halon. Evel pa vije diveret, goustad ha dizehan, ur glav munut en he c'hreiz. He mennad, ken start a-raok, a oa bremañ evel distrempet. Diskrediñ a reas e-pad ur pennad he dije trawalc'h a nerzh-kalon evit ober he dever betek ar penn. A-daol-trumm e hañvalas ar marv bezañ un dra kalz luzietoc'h evit m'he doa soñjet. Ret e voe dezhi en em ziframmañ, war bouez strivoù bras, diouzh an takad-natur gouez-se, ma oa tremenet ennañ ar pep gwellañ deus he buhez. Chadennet e oa outañ gant neudennoù diwelus. Hen kompren a rae bremañ pa oa ret o freuziñ unan-hag-unan, gant ur boan griz, evel pa vije chomet ispilhet ouzh pep neudenn, ul lodenn diouti hec'h-unan.

Met dre ma kerzhe war-raok er c'hoad, e teue he c'halon da sederaat. Ar gwez a lede war he goulioù ur balzam sakr hag a roe d'he spered ur santad a surentez parfet ha don. Diwar neuze e kerzhas prim ha drant. Mont a rae d'ar marv evel pa vije oc'h ober un dro-vale.

Du-hont, en draonienn, e save un hiboud hir deus stêr ar Roskoad.

«Douget e vin goustad ganti betek ar mor, eme Gaid Charlez outi hec'h-unan, douget e vin e-pad ma c'housk evel ur bugel etre divrec'h e vagerez. Ha gant aon e tihunfen, e kano din ar mor, kenkent hag en devo tapet krog ennon, ul luskellerez hir, ken hir ma ne zihunin ket betek fin an amzerioù. »

A-greiz ma lavare ar Charlezenn kement-se dre he soñj, hep c'hwervoni ha, kaeroc'h 'zo, gant un tamm plijadur, e chomas trumm a-sav.

A-us d'he fenn, e skourroù uhel ur mell gwezenn-gistin, e tregerne mouezh un dineizher bihan o kanañ, war don ur gentel, ur werz en brezhoneg ma teue ingal enni anv ar Charlezenn.

- Ola ! paotrig ! a huchas ar plac'h yaouank ; petore gwerz out-te o kanañ ?

Dre wask ar skourroù e teuas war wel bizaj ar paotrig, rouzet gant an heol.

- Deus a b'lec'h 'ta e teuit-hu, emezañ, ma ne anvezit ket gwerz ar Charlezenn ? Abaoe pell 'zo emañ o redek dre ar vro !

- Diskenn da ganañ anezhi din hag ur skoed az to da c'hopr.

Ne oa ket peurlavaret he c'homz ganti ma lampe ar paotr bihan en he c'hichen er c'hinvi :

P'en em lakae ar Charlezenn
Da c'hwitellat war bouez he fenn
E teue an deil da grenañ
Hag an derv da dizeliañ..

Dibunañ a reas ar werz hep dialaniñ. Marc'harid a chilaouas penn-da-benn, hep fiñval, kroaziet he daouarn ganti. War he divjod e ruilhe didrouz an daeroù. Se a oa eta an eñvor a chomfe deuzouti e spered an dud !

- Goût a rez gant piv eo bet savet ar werz-se ? a c'houlennas ouzh ar bugel.

- Gant Per Gwilhou deus Lokmikael, a-hervez.

Soñj a zeuas dezhi he doa anavezet ar Per-se, gwechall, war bankeier ar c'hatekiz. Petra he doa graet dezhañ evit bezañ gwalennet gantañ en un doare ken direizh ? Rak ar werz-se ne oa nemet gevier enni.

Ne anaveze ket, ar paourkaezh plac'h, doareoù ar saverien sonioù ha rimadellerien douget gant o awen da c'hoari e-kreiz ur bed leun a c'hevier.

- Met Per Gwilhou, a gendalc'has ar paotr, n'en neus ket lâret pep tra.

- Petra en nije lâret muioc'h ?

- N'en neus ket lâret en neus prometet aotrou Keranglaz kozh dek devezh-arat douar-labour d'an hini a digaso dezhañ ar Charlezenn en-bev... Bremañ, mar plij, roit din ma skoed !

Gwir eo, prometet he doa ur skoed d'ar bugel. Deus a belec'h 'ta kemer ar skoed-se ? Ne oa ket an arc'hant a vanke e toull-kuzh ar Rannoued. Met dizreiñ du-hont, biken !... A-daol-trumm e teuas ur soñj dezhi. Ingal e oa penaos e varvje ! An holl heñchoù a gas da Zoue.

- N'eo ket ur skoed 'm eus c'hoant da reiñ dit, emezi, met dek, ugent, tri-ugent, kant marteze. Ret e vo dit, avat, mont ganin betek Kastell Keranglaz ; gortozet on eno hag an aotrou a baeo ac'hanout  'n em anv.

O-daou e kemerjont penn ar wenojenn, en tu kleiz, treuziñ a rejont stêr ar Roskoad war ar pont plenken ha goude meur a eurvezh en em gavjont erfin e porzh ar maner. O klevet ar chas-porzh o harzhal e teuas Keranglaz kozh er-maez. Ur c'hozhiad bras e oa, hollwisket e du. Abaoe ma oa aet e vab henañ da anaon, n'en nevoa ket dilezet e zilhad-kañv. Charlez a dostaas outañ, en ur derc'hel he c'heneil bihan war-bouez e zorn. Ha goude bezañ graet ur stouadenn izel dirakañ e komzas evel-henn :

- Denjentil oc'h, rak-se on asur deus ho ker. Pe briz a lakait da zek devezh-arat douar-labour deus ho tomani ?

Keranglaz kozh a daolas ur sell teñval war ar plac'h yaouank.

- O lakaat a ran pep hini e dek skoed pa o gwerzhan hag e tregont pa o roan ! a zistagas gant ur vouezh vouk.

- Neuze eo tri c'hant skoed ho po da reiñ d'ar bugel-mañ. Digas a ra deoc'h ar Charlezenn en-bev.

Hiraet e voe diwezhatoc'h gwerz ar Charlezenn gant ar c'hwec'h linenn-mañ :

Krouget e voe en Keranglaz...
Er Baradoz e voe gouel bras

Doue oa deut war an douar
D'he c'herc'hat 'vel ar re a gar !

Roet he deus ar Charlezenn
Gwerzh he marv en aluzen...

Ha pa vez kanet ar werz hirie, e vez bepred lâret da heul : Ra vezo binniget !


Copyright© 2012-2013 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh (all rights reserved) 
www.dikhadak.eu