Hop Frog

Edgar Allan Poe

Troet diwar ar saozneg gant Françoise Lermen

 

Biskoazh den n'em eus anavezet ken douget d'ar farserezh hag ar roue. Lavaret e vije bet ne veve nemet evit ar farserezh. Kontañ ur fentigell dezhañ, hag he c'hontañ brav, a oa an doare surañ da c'hounit e c'hrad-vat. Setu perak e oa anavezet e seizh ministr evit bezañ tud ampart war ar farserezh. Drevezañ a raent ar roue e pep keñver hag, ouzhpenn bezañ farserien dispar, e oant ivez tud korfek, tev ha lart. Daoust hag-eñ e teu an dud da vezañ lart dre forzh farsal, pe daoust hag ur perzh bennak a vefe er gorfegezh hag a ra d'an dud tev bezañ troet da farsal?  Biskoazh n'on deut a-benn d'hen gouzout ervat. Met un dra a zo sur: ur farser treudik eo rara avis in terris.

Ar roue ne oa ket chalet gant soutilded pe, evel ma lavare e-unan, "spered" ar fentigelloù. Ar bourdoù frank hen lakae da virviñ gant an estlamm hag alies, evit ar blijadur da glevet unan, e teurveze selaou farsadennoù gwall hir. Borodet e veze gant an traoù re soutil. Gwell e vije bet gantañ klevet troioù Gargantua kontet gant Rabelais eget re Zadig kontet gant Voltaire; met dreist-holl, e oa an taolioù farserezh kalz muioc'h diouzh e zoare eget ar c'homzoù farsus.

En amzer ma tremen an darvoudoù kontet amañ, ne oa ket peurgollet c'hoazh ar c'hiz da zerc'hel furlukined a-vicher el lezioù. E meur a lez war an douar-bras, e veze gwelet "farouelled" o tougen gwiskamantoù marellet, bonedoù ha kleierigoù. Gortozet e veze digante bezañ bepred darev da zisklipañ war an tomm ur bomm lemm ha farsus en eskemm d'ar bruzunachoù a gouezhe diwar taol ar roue.

Hor roue, anat eo, a zalc'he gantañ ur "farouell". E gwirionez, en doa ezhomm eus un arouez bennak a follentez pa ne vije nemet evit kempouezañ furnez pounner ar seizh den fur a oa ministred dezhañ, hep komz dioutañ e-unan.

E farouell, pe furlukin a vicher, ne oa ket ur farouell hepmuiken. Evit ar roue e oa tric'hementet e dalvoudegezh dre ma oa ivez korr ha kamm. D'ar c'houlz-se e veze gwelet kement a gorred hag a farouelled el lezioù, ha kalz rouaned o dije kavet diaes tremen o devezhioù (hiroc'h e vez an devezhioù e lez ur roue eget e n'eus forzh pe lec'h all) hep ur farouell da c'hoarzhin gantañ hag ur c'horr da c'hoarzhin diwar e goust. Hogen, evel m'em eus meneget endeo, nav ha pevar-ugent dre gant eus ar farouelled a zo lart, kuilh ha landrammus - dre-se n'eo ket hep gwir abeg e oa stad ha lorc'h en hor roue rak gant Hop-Frog (se oa anv ar farouell) e oa en e gerz tri zeñzor en un den hepken.

An anv "Hop-Frog", war a gredan, ne oa ket an hini a oa bet roet d'ar c'horr gant e baeron pe e vaeronez da zeiz e vadeziant, met un anv bet lakaet warnañ gant ar seizh ministr a-unan, dre ma oa dic'houest da vale evel an dud all. Evit gwir ne c'halle Hop-Frog mont war-raok nemet a-stroñsadoù -- hanter lamm-dilamm, hanter kamm-jilgamm -- pezh a roe d'ar roue un dudi dreistmuzul hag un tamm digoll ivez sur a-walc'h, rak eñ e-unan, en desped d'e deurenn rontek ha d'e benn koeñvet dre natur, a dremene, dirak holl dud e lez evit ur c'haer a zen.

Daoust ma ne c'halle Hop-Frog, gant e zivhar tort, dilec'hiañ war un hent pe war ul leur nemet gant kalz a boan hag a drevell, e oa barrek, a drugarez d'an nerzh dreistpar a oa bet roet d'e zivrec'h gant an natur, evel evit kempouezañ gwander e izili traoñ, da gas da benn troioù ampartiz sebezus pa veze anv eus pignat en ur wezenn, eus krapat ouzh ur gordenn pe ouzh n'eus forzh petra all. Kalz muioc'h e tenne neuze d'ur c'hazh-koad pe d'ur marmouz bihan eget d'ur ran.

N'oufen ket lavaret resis eus pe vro e teue Hop-Frog. Marteze a-walc'h e oa genidik eus un tolead gouez n'en doa klevet morse den komz dioutañ hag a oa pell-bras diouzh lez hor roue. Hop-Frog hag ur plac'h yaouank, hogozik ken bihan hag eñ met stummet heneuz a-hend-all ha dañserez dispar, a oa bet skrapet ha stlejet dre nerzh eus o ziegezhioù, e rannvroioù amezek, ha bet roet e prof d'ar roue gant unan eus e jeneraled kurunet bepred gant an Trec'h. En ur seurt plegenn, n'eo ket souezh ma tiwanas ur geneilded don etre an daou brizoniad bihan. Evit gwir e teujont buan da vezañ daou vignon nes ha feal. Hop-Frop, ha na oa e nep doare brudet-kaer en desped d'ar perzh bras a gemere e diduamantoù al lez, ne oa ket e-tailh d'ober kalz a dra evit rentañ servij da Drippetta. Hi avat, abalamour d'he neuz mistr ha d'he c'hened dispar (eviti da vezañ korrez) a veze meulet ha moumounet gant an holl; bras e oa eta  he galloud, ha gwech ebet ne vanke d'ober implij dioutañ evit mad Hop-Frog.

Da geñver ul lid stadel bras -- n'ouzon ket ken pehini e oa -- e tivizas ar roue kinnig ur vaskladeg. Ha bep gwech ma veze prientet ur vaskladeg pe un abadenn all a-seurt-se e lez ar roue, e veze galvet Hop-Frog ha Trippetta da ziskouez o ampartiz. Hop-Frog, dreist-holl, a ouie lakaat kement a ijin en e zoare da aozañ arvestoù kaer, da empentiñ rolloù nevez, da fardañ gwiskamantoù evit ar maskladegoù, ma veze soñjet ne c'halle tra ebet bezañ kaset da bennvat hep e sikour.

Deut e oa an noz merket evit ar fest. Ur sal bompus a oa bet kinklet ha fichet, dindan selloù evezhiek Trippetta, gant kement tra a c'hall reiñ sked d'ur vaskladeg. El lez a-bezh e oa an dud o virviñ gant an dibasianted. An holl, evel ma c'haller soñjal, o doa graet o diviz a-zivout ar gwiskamantoù hag ar rolloù. Kalz a ouie, abaoe ur sizhun pe ur miz zoken, petore roll a felle dezhe c'hoari; en entremar ne oa den ebet ken -- nemet ar roue hag e seizh ministr. N'oufen ket lavaret evit pe abeg e oant c'hoazh oc'h etredaouiñ. Marteze e oa ur seurt farsadenn eus o ferzh, met da grediñ e vefe kentoc'h e oa diaes dezhe ober un dibab abalamour d'o c'horfegezh. Bezet pe vezet, an amzer a yae e-biou hag ar rekour diwezhañ a oa reiñ urzh da c'hervel Trippetta ha Hop-Frog.

Pa zeuas an daou vignon bihan davet ar roue evel ma oa bet gourc'hemennet dezhe, e kavjont anezhañ azezet dirak ur bannac'h gwin a-gevret gant e seizh kuzulier; met ar roue a ziskoueze bezañ imoret fall ken e oa. Gouzout a rae ne blije ket ar gwin da Hop-Frog rak an evaj-se a zireizhe spered ar paourkaezh korr betek e lakaat en ur stad peuzheñvel ouzh ar follentez; hag ar follentez n'eo ket un dra aes da c'houzañv. Ar roue, avat, a blije dezhañ an taolioù farserezh, hag un dudi e veze dezhañ rediañ Hop-Frog da evañ gwin ha "da vezañ laouen", evel ma lavare .

"Deus amañ, Hop-Frog," eme ar roue pa welas ar farouell o tont er sal gant e vignonez: "lip ar bannac'h-mañ da yec'hed ar vignoned ac'h eus lezet war da lerc'h" (un huanadenn a zeuas gant Hop-Frog), ha lak da holl skiant da c'hoari evidomp. Rolloù eo hon eus ezhomm -- rolloù, ma faotr -- traoù nevez ha divoutin. Erru omp skuizh gant an traoù kustum ha randonus. Dao, ev hardizh! Ar gwin a sklêrijenno da spered.

Evel boaz e klaskas Hop-Frog respont da gomzoù ar roue gant ur bomm fentus bennak, met trec'h e voe ar from warnañ. An deiz-se end-eeun oa hini ganedigezh ar paourkaezh korr hag an urzh da evañ da yec'hed "e vignoned en doa lezet war e lerc'h" a denne dour eus e zaoulagad. Kalz daeroù, pounner ha c'hwerv a gouezhas er c'hobed pa he c'hemeras, uvel, eus dorn an tirant.

"A! A! A!" a youc'has ar roue pa welas ar c'horr o c'houllonderiñ e c'hobed en ur c'hinañ. "Sell 'ta petra a c'hall ober ur bannac'h gwin mat! Feiz 'vat, setu da zaoulagad o lugerniñ endeo!"

Paourkaezh paotr! E zaoulagad vras a oa kentoc'h o flammenniñ eget o lugerniñ, rak efed ar gwin war e empenn re dechet da vreskenn a oa ken kreñv ha ma oa bet trumm. En ur grenañ e lakaas ar c'hobed war an daol hag e taolas selloù damfoll war an tolpad tud bodet en-dro dezhañ. An holl a hañvale bezañ diduet-bras gant "farsadenn" ar roue.

"Ha bremañ, deomp dezhi", eme ar c'hentañ ministr, anezhañ ur vlonegenn a zen. "Ya", eme ar roue. Dao 'ta Hop-Frog, ro dimp un tamm skoazell. Rolloù eo a vank dimp, ma faotr kaer, rolloù da c'hoari -- evit an holl ac'hanomp -- A! A! A! Hag o vezañ ma hañvale ar roue bezañ da vat o farsal e voe heuliet e zic'hargadenn gant c'hoarzhadeg ar seizh ministr.

Hop-Frog en em lakaas ivez da c'hoarzhin, sioulik avat, hag hogozik hep gouzout dezhañ.

"Dao! bec'h dezhi!" eme ar roue dihabask, "n'ec'h eus netra da ginnig dimp?"

"Emaon o klask soñjal en un dra bennak nevez", a respontas ar c'horr, dispis a-walc'h, strafuilhet ma oa gant ar gwin.

"Emaout o klask!" a huchas an tirant kounnaret-ruz; "petra a fell dit lavaret? A! kompren a ran: broc'het out hag ur bannac'h gwin ouzhpenn a fell dit kaout. Setu! Kas hemañ d'an traoñ". Hag eñ da leuniañ ur c'hobed all ha d'he astenn d'ar c'horr a baras e selloù warni, poan gantañ o tennañ e alan.

"Ev, a lâran dit!" a vlejas an euzhden, "pe ar mil diaoul..." Ar c'horr a chome etre daou soñj. Penn ar roue a yeas ruz-tan gant ar gounnar. Tud al lez a grogas da risignal. Trippetta  liv ar marv en he c'herc'henn a dostaas ouzh sez ar roue  hag, en ur vont war bennoù he daoulin, ez  aspedas anezhañ da gaout damant d'he mignon.

An tirant a sellas outi ur pennadig, sebezet-mik gant he hardizhegezh. Evit doare ne ouie ket petra ober, petra lavaret -- penaos ezteurel sklaer ha splann e gounnar. A-benn ar fin, hep rannañ grik, e vountas anezhi taer diwar e dro hag e strinkas e c'hobedad win ouzh he fenn.

Ar paourkaezh plac'h a yeas en he sav gwellañ ma c'hallas hag a zistroas d'he flas e-harz an daol, hep krediñ tennañ an disterañ huanadenn.

Ken sioul e voe pep tra e-pad un hanter vunutenn ma vije bet klevet un delienn pe ur bluñvenn o kouezhañ. Neuze e voe torret ar sioulder gant ur skrignadenn, un trouz izel, teñval ha diastal hag a seblante dont eus holl gornioù ar sal war un dro.

"Perak -- perak -- perak emaout oc'h ober an trouz-se?" a c'houlennas ar roue en ur dreiñ gant fulor war-du ar c'horr.

Hemañ, seblant gantañ bezañ dizvezvet tost da vat, a baras war an tirant selloù sonn met dinec'h, hag a lavaras eeun:

"Me -- Me? Penaos e c'hallfen-me bezañ graet an trouz-se?"

"An trouz a hañvale dont eus an diavaez", eme unan eus tud al lez. "Krediñ a-walc'h a rafen e oa ar peroked, en tu all d'ar prenestr, o lemmañ e veg ouzh barrennoù e gaoued."

"Gwir eo", a eilgerias ar roue, evel divec'hiet gant an displegadenn-se. Met war ma enor a varc'heg, em bije touet e oa an hailhevod-mañ o skrignal e zent.

Diwar-se, e laoskas ar c'horr ur c'hoarzhadenn (ar roue a oa re zouget d'ar farserezh evit kavout abeg en ur c'hoarzhadenn) hag e tiskouezas ur renkennad dent ledan, kreñv ha skrijus. Kaeroc'h 'zo, e tisklêrias e oa prest da lonkañ kement bannac'h gwin a vije diskennet dezhañ. Habaskaat a reas ar roue, ha Hop-Frog, goullonderet gantañ ur c'hobed all hep ma vije gwelet warnañ roud e evadenn, a gerzhas eeun d'ar gudenn hag a ziskulias gant skiant e steuñvoù e-keñver ar vaskladeg.

"N'oufen ket lâret peseurt soñj en deus sachet ar mennozh-se d'e heul", a zisklêrias, ken sioul ha tra, evel pa n'en dije tañvaet morse takenn win ebet en e vuhez, "met diouzhtu goude bezañ gwelet Ho Meurdez o reiñ lamm d'ar plac'h hag o strinkañ ar gwin ouzh he fenn -- diouzhtu goude ma oa bet graet kement-se gant Ho Meurdez, ha tra ma oa ar peroked oc'h ober an trouz iskis-se en tu all d'ar prenestr, em eus bet koun eus ur c'hoari kaer, unan eus an abadennoù a vez aozet alies em bro da geñver hor maskladegoù. Amañ, avat, e vo un dra nevez-flamm. Siwazh, eizh den a zo ezhomm, ha..."

"Emaomp ganti!" a hopas ar roue en ur c'hoarzhin, stad ennañ o vezañ kavet prim ha brav penn d'ar gudenn: "eizh emaomp end-eeun - Me ha ma seizh ministr. Dao 'ta! Eus peseurt c'hoari ez eus keal?"

"C'hoari an eizh orangoutan chadennet, a vez graet dioutañ ganimp", a respontas ar c'horr, "ur c'hoari dispar, pa vez kaset mat en-dro."

"Hen kas en-dro a raimp-ni" eme ar roue en ur sonnañ e gorf hag en ur serriñ e valvennoù.

"Ar pep bravañ er c'hoari-se", a gendalc'has Hop-Frog, "eo ar strafuilh a vez hadet gantañ e-touez ar merc'hed".

"Eus ar c'hentañ!" a vlejas ar roue hag e vinistred a-unvouezh.

"Ho treuzwisko a rin-me en orangoutaned" a ouzhpennas ar c'horr, "lezit pep tra em c'harg. Ken heñvel e voc'h ouzh marmouzed ma tremenoc'h, dirak an holl, evit loened gwirion -- hag a-dra-sur e vo ar sebez ken bras hag ar spont."

"Na, pegen brav!" a estlammas ar roue. "Hop-Frog! Ganit-te e rin un den gwirion."

Ar chadennoù, dre ar stirlink graet gante, a lakaio ar strafuilh da greskiñ. Kredet e vo ez oc'h tec'het holl a-vandenn diouzh ho tiwallerien. Ho Meurdez ne c'hall ket meizañ pebezh reuz a vez hadet en ur vaskladeg gant eizh orangoutan chadennet, kemeret gant an darn vuiañ eus an dud evit loened gwirion o tiflukañ trumm, gant kriadennoù gouez, e-touez un engroez paotred ha merc'hed gwisket kran ha tonius. Un arvest hep e bar e vo!

"Hag e vo", eme ar roue. War-se e savas e guzulierien gant hast (rak diwezhat e oa anezhi) evit kregiñ gant an abadenn ijinet gant Hop-Frog.

Treuzwiskañ a reas ar strollad en un doare eeun-meurbet, met efedus a-walc'h koulskoude evit seveniñ e vennozh. En amzer ma tremen an istor-mañ ne veze gwelet orangoutaned nemet ral a wech er broioù sevenaet; ha paneogwir e oa ar gwiskamantoù ijinet gant ar c'horr heñvel a-walc'h ouzh krec'hin loened, ha spontusoc'h c'hoazh eget na oa ret, ne oa abeg ebet da grediñ ne dremenje ket an eizh maskaradenn evit marmouzed gwirion.

Da gentañ, e voe ensac'het ar roue hag e vinistred e krezioù ha bragoù stamm strizh-kenañ. Neuze e voe ledet warne ur gwiskad ter. D'ar poent-se e teuas da unan bennak ar soñj da begañ pluñvennoù warne. Met diarbennet e voe e ginnig gant ar c'horr hag a ziskouezas d'an eizh den, gant ur brouenn sklaer, e oa kalz gwelloc'h ober gant drailhennoù lin evit drevezañ blevad ul loen gouez evel an orangoutan. Ur gwiskad lin tev a voe peget neuze ouzh an ter, ha pourvezet e voe ur chadenn hir. Houmañ a voe skoulmet da gentañ en-dro da zargreiz ar roue, neuze en-dro da zargreiz unan eus ar vinistred ha goude en-dro da zargreiz ar re all hag a voe ereet, an eil war-lerc'h egile, en hevelep doare. Pa voe chadennet an holl ha distok a-walc'h an eil diouzh egile, e voe stummet ur c'helc'h gante. Hag evit reiñ un neuz gwirheñveloc'h d'an arvest e lakaas Hop-Frog ar peurrest eus ar chadenn da dremen dre ar c'helc'h hag e reas gantañ div dreuzkizenn kroaziet a-skouer, evel ma ra hiziv c'hoazh chaseourien Borneo pa dapont chimpanzeed pe marmouzed-meur all.

Ar sal vras, prientet evit ar vaskladeg, a oa ur pezh kelc'hiek uhel-kenañ, sklêrijennet gant gouloù an heol dre ur prenestr nemetken digoret e-barzh an terest. Diouzh an noz -- rak gouestlet e oa al lec'h-se dreist-holl d'ar festoù-noz -- e veze sklêrijennet ar sal gant ur pikol kantolor ispilhet ouzh prenestr an terest war bouez ur chadenn hag a veze savet ha diskennet, evel e n'eus forzh pe lec'h all, gant un eneppouez. Hemañ, avat, a oa bet staliet en diavaez eus ar volz ha lakaet da dremen a-us d'an doenn, evit na vije ket disleberet neuz ar sal gantañ.

Kinkladur ar sal a oa bet fiziet da evezh Trippetta, met evit un nebeud munudoù he doa heuliet, sur a-walc'h, alioù fur he mignon ar c'horr. War e c'houlenn-eñ e oa bet lamet ar c'hantolor-skourr en nozvezh-se. Ar beradoù koar, ha na c'halled ket mirout oute da ziruilhañ diouzh ar goulaouennoù gant an tomm ma oa, o dije gwastet da vat dilhad kaer ar gouvidi, rak en ur sal ken leun, ne c'halle ket an holl chom pell diouzh ar c'hreiz, ha meur a hini a vije dres dindan ar c'hantolor. Kleuzeurioù a voe staliet e kornioù dizarempred ar sal, hag e dorn dehou an delwennoù-skorañ steudet a-hed ar voger -- un hanter-kant pe tri-ugent bennak anezhe en holl -- e voe lakaet bep a flammerenn hag a skuilhe frondoù mezevellus.

War ali Hop-Frog, e c'hortozas an eizh orangoutan gant pasianted an hanternoz evit en em ziskouez, rak d'an eur-se e vije leun-kouch ar sal. Met kerkent ha sonet an taol diwezhañ gant an horolaj, setu int o tifloupañ pe, kentoc'h, o ruilhal mell-divell er sal, rak ar chadenn ma oant staget outi a lakaas an darn vuiañ anezhe da gouezhañ hag an holl da strebotiñ.

Bras e voe ar strafuilh e-touez ar maskaradennoù, hag ar roue a voe leuniet e galon gant ul levenez diroll. Evel ma oa bet rakwelet, e soñjas an darn vras eus ar gouvidi e oa ar boudoù skrijus-se loened gwirion eus ur ouenn ouez bennak, daoust ma ne zeuas ket d'o soñj e c'halljent bezañ orangoutaned. Kalz a verc'hed a semplas gant ar spont, ha ma n'en dije ket kemeret ar roue e ziarbennoù evit na vije arm ebet e-barzh ar sal, e vije echu an abadenn e gwad an eizh farser. An holl a redas buan war-du an dorioù, met urzh a oa bet roet gant ar roue d'o frennañ war e lerc'h kerkent ha ma vije antreet er sal; ha war ali Hop-Frog, e oa bet roet an alc'hwezioù dezhañ.

Pa oa an tousmac'h en e varr uhelañ ha pep hini prederiet gant e surentez dezhañ hepken -- hag evit gwir e oa bras ar riskl e-mesk an engroez o vreskenn -- e krogas chadenn ar c'hantolor, hag a oa bet tennet kuit ivez, da ziskenn goustad-goustad ken na voe erru ar c'hrog, staget ouzh he fenn traoñ, tri zroadad hepken diouzh al leur.

Nebeut goude, dre forzh ruilhal-diruilhal a-gleiz hag a-zehou, en em gavas ar roue hag e seizh mignon e-kreiz ar sal hag, evel-just, stok ouzh chadenn ar c'hantolor. Ar c'horr, hag a oa bet atav war o seulioù ouzh o broudañ da zerc'hel bev an tousmac'h, a grogas neuze en o chadenn, dres e kengej an div dreuzkizenn kroaziet a-skouer, ha, ken prim hag ul luc'hedenn e stagas ar strobad ouzh ar c'hrog a dalveze da ispilhañ ar c'hantolor. A-daol-trumm e voe sachet chadenn ar c'handolor gant un dorn diwelus ha savet ken uhel ma ne oa mui den ebet evit tizhout ar c'hrog. Diwar-se, en em gavas an orangoutaned istribilhet a-druilhad, stok-ha-stok ha tal-ouzh-tal.

E-keit-se e oa distrafuilhet ar maskaradennoù tamm pe damm, ha dre ma oant deut da soñjal e oa kement-se ur farsadenn ijinet-mat, e tiskordjont holl da c'hoarzhin o welet e peseurt plegenn e oa tapet ar marmouzed.

"Lest-i ganin-me!" a hopas Hop-Frog gant e vouezh skiltr aes da glevet e-kreiz an dourni. "Lest-i ganin!" Me 'gav din e anavezan anezhe. Ma c'hallan sellet a-dostoc'h oute, e c'hallin lâret piv int.

Neuze, krap-ha-krap a-us da bennoù an arvesterien e toullas e hent betek ar voger, e tiframmas ur flammerenn eus dorn unan eus an delwennoù ha, distroet e-kreiz ar sal dre an hevelep hent, e lammas, ken mibin hag ur marmouz, war benn ar roue; alese e krapas un tammig uheloc'h ouzh ar chadenn, e flammerenn troet war-draoñ evit sellet pizh ouzh an orangoutaned, en ur zerc'hel da huchal "Goût a rin dizale piv int!"

A-daol-trumm, tra ma oa an holl (ar marmouzed kenkoulz hag ar re all) o c'hoarzhin a-lazh-korf, e laoskas ar farouell ur c'hwitelladenn skiltr, ha diouzhtu, gant ur stroñsadenn daer, e nijas ar chadenn un tregont troadad bennak uheloc'h en ur sachañ ganti an orangoutaned o tispac'hañ, spontet-holl, evit o lezel istribilhet er vann, hanter-hent etre al leur hag an terest. Hop-Frog, chomet a-grap ouzh ar chadenn, a oa bepred a-us d'an eizh maskaradenn, e flammerenn troet war-du enne, evel pa ne vije c'hoarvezet netra, doare gantañ da glask gouzout piv e oant.

Ken sabatuet e voe an holl gant ar bignadenn souezhus-se ma varvas mik ar safar. Met goude ur vunutenn bennak e voe torret ar sioulder gant un trouz izel ha teñval, heñvel ouzh ar skrignadenn he doa sachet evezh ar roue hag e seizh ministr goude ma oa bet strinket ar gwin ouzh penn Trippetta gant an tirant. En dro-mañ avat, ne oa ket diaes merzout eus pelec'h e teue an trouz. Hep mar ebet e oa graet gant ar c'horr hag a skrigne e zent lemm, an eonenn ouzh e c'henou, en ur deurel selloù feuls karget a zroukrañs war dremmoù ar roue hag e seizh ministr, troet war-du ennañ.

A! A! a laoskas erfin ar farouell fuloret-holl. A! A! Tamm-ha-tamm e teuan da gompren piv eo an dud-mañ! Ha war zigarez sellet pishoc'h ouzh ar roue e tostaas e flammerenn ouzh ar gwiskad lin a c'holoe anezhañ hag a droas kerkent e ludu e-kreiz ar flammoù lugernus. Ne oa ket tremenet un hanter vunutenn ma oa an eizh orangoutan o leskiñ, holl gwitibunañ, e-touez kriadennoù an dud bodet dindane, hag a selle gant spouron oute, dic'houest da reiñ an disterañ sikour dezhe.

A-daol-trumm e krogas ar flammoù da greskiñ hag ar farouell a rankas pignat un tammig uheloc'h ouzh ar chadenn evit tec'hout diouzh an tan. Ur wech c'hoazh e tavas mik pep trouz ha gant ar sioulder a renas e-pad ur par berr e kavas ar c'horr e dro da adstagañ gant e gaoz:

"Bremañ e welan splann peseurt tud eo ar maskaradennoù-mañ". Gwelet a ran ur roue bras hag e seizh kuzulier -- ur roue dizamant a-walc'h da skeiñ gant ur plac'h dizifenn, hag e seizh kuzulier o reiñ ton dezhañ da zrougober. Me ma-unan, n'on nemet Hop-Frog ar farouell, ha houmañ eo ma farsadenn ziwezhañ.

Ken brav danvez-tan e oa an ter hag an drailhennoù lin peget outañ ma voe peurglok dial ar c'horr kerkent hag echu gantañ e brezegenn verr. An eizh korf, kendeuzet en un dolzenn flaerius, glaouennet, heugus ha distumm, a vrañsigelle ouzh o chadennoù. Ar c'horr a stlepas e flammerenn warne, a grapas war e bouezig betek an terest hag a steuzias kuit dre ar prenestr.

Krediñ a reer e oa bet Trippetta, pintet war doenn ar sal, kenlodek e dial skrijus he mignon; ha marteze a-walc'h ez int deuet a-benn da dec'hout a-gevret ha da zistreiñ d'o bro, rak biskoazh n'int bet adwelet gant den.

 


Copyright© 2004-2013 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh (all rights reserved).
www.dikhadak.eu