Sioulder - ur fablenn

Edgar Allan Poe
(1837)

Troet diwar ar saozneg gant Françoise Lermen

Sioulder (Silence) gant J.H. Füssli, livour prizet-bras gant E.A. Poe

Еύδоυσιν δ' όρέον κορυφαί τε και φάραγγες,
πρώονές τε και χαράδραι,
ALCMAN. (60 (10),646.)

En o hun emañ kern ar menezioù, hag an traoniennoù,
an tarrozioù hag ar stankennoù,
ALCMAN (Barzh henc'hresian eus ar VIIvet kantved  k.K)

"SELAOU-me", eme an Drougael en ur lakaat e zorn war ma fenn. "An tolead ma komzan dioutañ zo un tolead kañvaouüs e Bro-Libia war ribloù ar stêr Zair. Hag eno n'eus na peoc'h na sioulder.

"Ul liv binimus, melen-safron, a zo gant dourioù ar stêr; ha n'eo ket redek betek ar mor a reont, met talmiñ dibaouez dindan lagad ruz an Heol gant ul lusk trouzus ha krenus. War-hed meur a lev, en daou du da naoz lec'hidek ar stêr, en em led ur gouelec'h disliv goloet a loaioù-dour ramzel. Hirvoudiñ a reont an eil ouzh eben er gouelec'h-se, hag ez astennont o gouzougoù hir ha fallegan etrezek an neñv en ur hejañ-dihejañ o fennoù peurbad. Hag eus o zouez e sav ur voubou difraezh, heñvel ouzh hiboud ur red-dour isdouarel. Hag hirvoudiñ a reont an eil ouzh eben.

"Met bevennet eo o rouantelezh -- bevennet gant ur wezeg uhel, teñval, skrijus. Enni, evel ar mor en-dro d'an Hebridez, e vez ar strouezhaj izel o wagenniñ dibaouez. Padal n'eus takenn avel ebet o tremen dre an neñv. Hag ar gwez bras kentidik a vrañskell diastal eus an eil tu d'egile gant strakadennoù tregernus. Hag eus o begoù uhel e tiver, unan-hag-unan, takadennoù glizh peurbad.

"Hag ouzh o gwrizioù ez eus bleunioù iskis ha binimus, gweet hag adweet en o morgousk strafuilhet. Hag a-us d'o fennoù, gant ur fraoñvadenn drouzus, e tered buan-ha-buan ar c'houmoul louet, atav war-du ar gornaoueg, evit mont da ruilhañ, evel ul lamm-froud, dreist moger entanet an dremmwel. Padal n'eus takenn avel ebet o c'hwezhañ en neñv. Ha war ribloù ar stêr Zair, n'eus na peoc'h na sioulder.

"Noz a oa anezhi ha glav a rae; hag ar glav, tra ma oa o kouezhañ, a oa glav, met ur wech kouezhet e oa gwad. Me a oa er c'heun, e-touez ar melloù loaioù-dour, ar glav o kouezhañ war ma fenn -- hag al loaioù-dour a hirvoude an eil ouzh eben en o glac'har meurdezus.

"Hag a-greiz-holl e tiflukas al loar, ruz-mouk he liv, dre dreuz al latar tanav hag ankenius. Ha ma selloù a gouezhas war ur pikol roc'h louet a oa war ribl ar stêr, sklêrijennet gant skleur al loar. Hag ar roc'h a oa louet, hag ankenius, hag uhel, -- louet e oa ar roc'h. War he zal e oa lizherennoù garanet er maen; ha me a gerzhis dre ar c'heun e-touez al loaioù-dour, betek tizhout ar ribl, evit gallout lenn al lizherennoù. Ne voen ket avat evit o digejañ. Pa oan o tistreiñ d'ar c'heun e taolas al loar ur skleur rusoc'h; mont a ris war ma c'hiz hag e sellis adarre ouzh ar roc'h hag ouzh al lizherennoù -- ha gant al lizherennoù e oa skrivet GLAC'HAR.

"Treiñ a ris ma selloù ouzh krec'h, hag eno, war lein ar roc'h e oa un den en e sav; mont a ris da guzhat e-touez al loaioù-dour evit klask gouzout petra oa an den oc'h ober. Mentet-uhel ha frammet-kaer e oa, gwisket gant un doga henroman hag a c'holoe e gorf adalek e zivskoaz betek e dreid.

"Dispis e oa trolinenn e gorf -- met e enebañs oa hini un doue, rak ar vantell taolet warnañ gant an noz, gant ar vorenn, gant al loar ha gant ar glizh a leze dizolo e zremm. E dal a oa uhel ha soñjus, hag e lagad skoelfet gant ar preder; hag e roufennoù e jod e lennis an anken, ar skuizhnezh, an heug ouzh an denelezh, hag un hiraezh vras d'an digenvez.

"Azezañ a reas an den war ar roc'h hag, e benn harpet war e zorn, e sellas ouzh an arvest glac'harus. Kas a reas e selloù d'an traoñ war ar bodad gwez izel fiñv-difiñv, ha neuze d'an uhel war ar gwez bras kentidik, hag uheloc'h c'hoazh war-du an neñv hiboudus hag al loar ruz-mouk. Ha me, souchet e gwarez al loaioù-dour, a selle gant evezh ouzh fiñvoù an den. Hag an den a grene en digenvez; -- met sklaeraat a rae an noz, hag eñ a chome en e goazez war ar roc'h.

"Neuze e tistroas an den e evezh diouzh an neñv hag e paras e selloù war arvest kañvaouüs ar Stêr Zair, war he dourioù melen euzhus ha war strolladoù disliv al loaioù-dour. Hag an den a selaoue huanadoù al loaioù-dour hag ar voubou a save eus o zouez. Ha me, souchet em goudor, a selle gant evezh ouzh fiñvoù an den. Hag an den a grene en digenvez; -- met sklaeraat a rae an noz, hag eñ a chome en e goazez war ar roc'h.  

"Neuze e sankis e tachadoù damguzh ar c'heun, ez is war-raok en ur batouilhat dre douez al loaioù-dour hag e c'halvis an dourvarc'hed a ra o annez er donderioù ar c'heun. Hag an dourvarc'hed a glevas ma c'halv hag a zeuas, gant an euzhviled1 , betek troad ar roc'h en ur leuskel blejadennoù skiltr ha spouronet war-du al loar. Ha me, souchet em goudor, a selle gant evezh ouzh fiñvoù an den. Hag an den a grene en digenvez; -- met sklaeraat a rae an noz, hag eñ a chome en e goazez war ar roc'h.

"Neuze e taolis war an elfennoù mallozh ar reustl; hag en neñv, diavel ur pennadig kentoc'h, e tirollas ur gorventenn spouronus. Disliv e oa aet an neñv gant feulster ar gorventenn -- ar glav a skourjeze penn an den -- dourioù ar stêr a zic'hlanne -- en un dolzennad eon e oa troet ar stêr -- al loaioù-dour a yude en o gweleoù -- ar wezeg a vruzune dindan an avel -- ar gurun a c'hourdrouze -- al luc'hed a gouezhe -- ar roc'h a vralle war he diazez. Ha me, souchet em goudor, a selle gant evezh ouzh fiñvoù an den. Hag an den a grene en digenvez; -- met sklaeraat a rae an noz, hag an den a chome en e goazez war ar roc'h.

"Neuze e savas droug ennon hag e tistagis mallozhioù. Mallozh ar sioulder a daolis war ar stêr, war al loaioù-dour, war an avel, war ar wezeg, war an neñv, war ar gurun, war hirvoudoù al loaioù-dour. Mallozhet e voent hag e teujont da vezañ sioul. Hag al loar a baouezas da drantellat war he hent etrezek an neñv -- trouz ar gurun a varvas -- al luc'hed a gollas o sklêrijenn -- ar c'houmoul a chomas a-istribilh, difiñv -- an dourioù a ziskennas en o naoz hag a chomas eno -- ar gwez a ehanas da vrañskellat -- al loaioù-dour a davas -- ne voe mui klevet an disterañ huanadenn o sevel eus o zouez, nag an disterañ trouz o treuziñ ec'honder divent ar gouelec'h. Sellet a ris ouzh al lizherennoù war ar roc'h hag e welis e oant kemmet; -- gant al lizherennoù e oa skrivet SIOULDER.

"Kouezhañ a reas ma selloù war dremm an den hag e zremm a oa distronket gant ar spouron. Gant herr e savas e benn a-ziwar e zorn, ez eas en e sav-sonn war ar roc'h hag e selaouas. Met ne oa mouezh ebet o treuziñ ec'honder divent ar gouelec'h, ha gant al lizherennoù war ar roc'h e oa skrivet SIOULDER. Hag an den a skrijas, a zistroas e benn, a dec'has kuit ken buan ma kollis ar gwel anezhañ."

Koñchennoù kaer a zo e levrioù ar Vajed -- e levrioù melkonius houarngeinet ar Vajed. Enne, m'hen lavar, ez eus kontadennoù brav diwar-benn an Neñv, hag an Douar, hag ar Mor bras -- hag a-zivout an Arc'houereed a renas war ar mor, war an douar, war an neñvoù uhel. Kalz a furnez a oa ivez e lavarennoù distaget gant ar Sibiled; ha traoù santel, santel, a voe klevet gwechall gant an delioù teñval en-dro da z/Dodona2 -- hogen, ken gwir ha ma vev Allah, e sellan ouzh ar vojenn a gontas din an Drougael pa oa azezet em c'hichen e skeud ar bez, evel ouzh an hini souezhusañ a zo bet biskoazh! Ha pa voe echu gantañ e goñchenn, e kouezhas an Drougael e donder ar bez hag e c'hoarzhas. Me, ne c'hallis ket c'hoarzhin gant an Drougael hag eñ a daolas e vallozh warnon abalamour na c'hallen ket c'hoarzhin. Hag al liñs a zo o chom da virviken er bez a zeuas er-maez, a c'hourvezas ouzh treid an Drougael hag a sellas eeun outañ etre e zaoulagad.

 

 


(1)

Er skrid orin, behemoth: liester eus ar ger hebraek behema hag a dalvez kement hag euzhvil.

(2)

Dodona : Neved gouestlet da Zeus ha koshañ diouganlec'h e Bro-C'hres


Copyright© 2011-2013 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh.(all rights reserved).
www.dikhadak.eu