Koabrenn
Aleksandr Pouchkin
Troet diwar ar rusianeg gant Françoise Lermen
Koabrenn-arnev, chomet war-lerc'h ar gorventenn!
N'eus nemedout o tarnijal en oabl glaswenn,
N'eus nemedout o strewiñ skeudoù kañvaoüs,
N'eus nemedout o wastañ un devezh joaüs.
Tuchantik c'hoazh e kuzhes an oabl hed-ha-hed,
Gronnet e oas gant skleur gourdrouzus al luc'hed;
Distaget 'peus neuze ar c'hurun kevrinek
Ha skuilhet glav war an douar krin sec'hedek.
Trawalc'h, kae kuit! Ar gwallamzer zo tremenet,
Sioul eo an aer hag an douar zo distanet;
C'hwezh an avel, en ur flourañ deil ar gwez bras,
Az karzh bremañ diwar an oabl seder ha glas.
Copyright©2012 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh
www.dikhadak.eu