Aleksandr Pouchkin

 

Troet diwar ar rusianeg gant Françoise Lermen

 

Prof didalvez, prof graet gant an degouezh,
Buhez, perak ez out bet roet din?
Ha dre beseurt setañs kuzh en diwezh
E vi barnet da vonet diganin?
 

Piv 'ta en deus, gant ur galloud fallakr,
Ma disoc'het eus donder an Netra,
Piv a silas em ene an tan sakr
Hag em spered disfiziañs ouzh pep tra?
 

N'eus pal ebet dirak ma daoulagad:
Morzet ma meiz ha goullo ma c'halon,
E c'houzañvan, gant soñjennoù dic'hrad,
Red ar vuhez hag he safar unton.

 

Notenn: Ar varzhoneg a-us zo bet skrivet gant Pouchkin da geñver 29vet deiz-ha-bloaz e c'hanedigezh. Nav bloaz goude e voe lazhet en un emgann-daou.

 

Ha setu amañ ur varzhonegig all, hep talbenn, skrivet ivez gant Pouchkin ha frouezh e brederiadennoù war ar vuhez:

 

 

M'en em santez touellet gant ar vuhez
Na vag ket doan, na da ket en egar!
Gouzañv sioulik an deizioù dihegar:
Deizioù bourrus, sur, a zeuio ivez.
 

Pell en dazont e vev kalon an den;
Gwall zisplijus eo an amzer vremañ,
Met berrbad eo, rak pep tra a dremen,
Hag an tremened 'vo plijus-kenañ.


 


Copyright©2011 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh
www.dikhadak.eu