Devezh diskar-amzer

Rainer Maria Rilke

Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

 

Aleziad efl en diskar-amzer
gant Vincent van Gogh

Aotrou, deut eo ar c'houlz. An hañv oa meurdezus.
War an eurieroù-heol astenn bremañ da skeud,
ha laosk war ar maezioù an avelioù nerzhus.

Ro d'ar frouezh diwezhañ an urzh da vezañ kuilh;
Ro dezhe daou zevezh ken tomm ha re ar Su,
o broud da beurazviñ, ha neuze skuilh diouzhtu
an diwezhañ douster er gwin pounner ha puilh.

Neb 'neus ket savet ti, bremañ n'hen graio ket.
Neb 'zo e-unan c'hoazh a vo pell digenvez,
skridoù hir a skrivo, lenn ha chom hep kousket
ha dre an alezioù e strano dibaouez,
dindan koroll an deil skubet kuit diouzh ar gwez.


Copyright© 2012 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh
www.dikhadak.eu