Ar Mab

Arthur Schnitzler

Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

 

Tennet eus paperioù ur mezeg:

Hanternoz eo hag azezet on bepred ouzh ma zaol-skrivañ. Ne gavan ket ar peoc'h gant ar soñj eus ar vaouez paour... Soñjal a ran er gambr deñval, sko war ur porzh a-dreñv ha kinklet gant skeudennoù diamzeret; er gwele gant ar blueg leun-wad ha warni ur penn disliv, damgloz e zaoulagad. Ur beurevezh glav ken trist e oa ouzhpenn. Hag en ur c'horn all eus ar gambr, azezet war ur gador, e zivhar kroaziet gantañ, ur penn aheurtet outañ, eñ, ar gwall-zen, ar mab en doa skoet ouzh penn e vamm gant ur vouc'hal... Ya, bez' ez eus tud 'giz-se, ha n'int ket holl tud diskiant! Sellet a ris pizh ouzh an dremm aheurtet-se gant ar spi da lenn un dra bennak enni. Un dremm drouk ha morlivet, na divalav na dispered, gant muzelloù diwad ha daoulagad beunek. Elgez an den a oa sanket don e kolier joget e roched hag e vizied mistr a wee-diwee penn ur seizenn skañv skoulmet en-dro d'e c'houzoug. - Evel-se e oa o c'hortoz an archerien karget d'e gas kuit, tra ma oa un archer all oc'h ober ged er-maez, dirak an nor. Lienet em boa ividig gloazet ar vamm reuzeudik; semplet e oa ar baourez-kaezh. Pa zeuas un amezegez d'en em ginnig d'he beilhañ, ez is kuit. War an diri e kejis gant an archerien deut da gerc'hat ar mammlazher. Annezidi an ti, ur savadur e diavaez kêr, a oa o vreskenn; darn a oa bodet a-strolladoù dirak dor ar ranndi ha ne oa kaoz gante nemet eus an darvoud mantrus. Unan bennak ivez a c'houlennas ouzhin penaos e oa kont du-se el laez, ha daoust ha spi a oa e chomje ar vaouez e buhez. Ne voen ket evit reiñ ur respont sklaer.

Gant un anaoudegezh din, ur vaouez un tammig war an oad, gwreg ur c'hargiad bihan am boa bet tro da louzaouiñ, e voen dalc'het ur pennad mat a amzer. Harpet e oa ouzh aspled ar skalier, mantret-holl diouzh he gwelet.

»Aotrou Doktor!« emezi gant un hej d'he fenn »Kalz spontusoc'h eo c'hoazh eget na soñj deoc'h!«

»Spontusoc'h c'hoazh?« a c'houlennis.

»Ya, Aotrou Doktor! - Mar goufec'h pebezh karantez a vage-hi outañ!«

»Karantez he doa outañ?«

»Ya, kaezhiget,  tommdourennet e veze ganti.«

»Ar c'hanfard-se!? Ha perak?«

»Ya, perak!... Gwelit, Aotrou Doktor, a-vihanik eo bet hennezh ur paotr fall. Hag atav e veze laosket d'ober e roll... Ar gwashañ troioù-kamm a veze pardonet dezhañ gant e vamm... Ni, amañ en ti, hor boa ranket lakaat anezhi war evezh meur a wech. Ar c'holl-boued-se a oa krog dija da vezviñ pa oa paotrig; hag erru un tammig koshoc'h, nag a reuz gantañ!«

»Petore reuz?«

»En un ti-kenwerzh eo bet e-pad ur mare berr, met ranket  en deus mont kuit!«

»Ranket?«

»Ya, fallentezioù a bep seurt a rae, betek laerezh e vestr... Restaolet eo bet an arc'hant gant ar vamm, paourkaezh plac'h, treut a-walc'h dija ar  peuriñ ganti!«

»Petra eo homañ dres?«

»Gwriat ha brodañ a rae; ne veze ket bras he gounidoù. Hag he faotr, e-lec'h bezañ ur rikour dezhi, a yae da foeltriñ he zammoù gwenneien en ostalerioù ha Doue oar pelec'h 'vat. Hag estreget se a rae c'hoazh: ar binviji-taol, daou pe tri foltred, an horolaj-moger, koulz lâret kement tra na oa ket tachet en e blas, oa bet kaset gantañ e gouestl... !«

»Ha se a veze gouzañvet ganti?«

»Gouzañvet?! - War greñvaat c'hoazh ez ae he c'harantez outañ! Ni amañ ne oamp ket 'vit kompren... Hag arc'hant a c'houlenne-eñ... Hi a roe dezhañ pezh a c'halle... Gourdrouzoù a gleve digantañ, arc'hant a felle dezhañ kaout!«

»Penaos oc'h deut da c'houzout kement-se holl?«

»Sed ar pezh a vez kontet amañ en ti. E huchadennoù a veze klevet alies er skalier; ha pa zistroe mezv d'ar gêr en noz, pe a-wechoù war greiz an deiz, e stage dija e toull an nor da c'hrignouzat ha da chaokat kroz. Dindan dle e oa ar paourkaezh plac'h, dalc'het e pep lec'h: a-wechoù ne veze tamm bara ebet du-se el laez. Ni, hec'h amezeien, a roe gwech ha tro un tamm sikour dezhi, ha koulskoude n'eus ket a binvidien en hon touez. Met gwashoc'h a se e teue da vezañ. Dallet-mik e oa-hi evit doare. Soñjal a rae dezhi ne oa kement-se holl nemet pec'hejoù yaouankiz, tra ken; a-wechoù e c'houlenne digarez diganimp pa grape he faotr brall-divrall en noz gant an diri en ur drouzal. Ya, ur mab 'giz-se e oa-eñ, Aotrou Doktor. - Met piv en dije kredet ez aje an traoù ken pell...«

Neuze e tisplegas din an doare penn-da-benn:

»Abred diouzh ar beure eo distroet d'ar gêr hirie; klevet 'm eus anezhañ, amañ dirak hor ranndi, o strebotiñ war an derezioù hag o kanañ un dra bennak gant e vouezh raouliet. Moarvat, erru el laez, en deus goulennet arc'hant ur wech ouzhpenn. Laosket en doa an nor digor, ha betek du-mañ... soñjit 'ta, eus ar pevare estaj betek an eil, e tassone an dourni. Hag a-daol-trumm ur griadenn. Hag un eil kriadenn. Pignet eo neuze an dud d'al laez, ha gwelet eo bet an doare. A-hervez e oa-eñ plantet eno e-giz ur peul, hag un hej en deus graet d'e zivskoaz...!«

Mont a ris kuit. A-drek din e klevis kammedoù pounner: an archerien o kas ar mammlazher gante. Paotred, merc'hed ha bugale a oa en trepasioù, holl o c'henaouegiñ; hini ebet ne ranne grik. Graet ganin un hanter-dro war ar pondalez e tiskennis gant ar skalier, ez is e-maez an ti hag e tistrois, soñjoù du 'leizh ma fenn, da gefridioù boutin ma devezhiad labour. Nebeut goude kreisteiz ez is adarre war lec'h ar gwalldaol; kavout a ris ar c'hloaziadez dres evel ma oa pa oan aet kuit, bepred semplet ha bec'h ganti o tennañ hec'h alan. An evezhierez a lavaras din e oa deut dileuridi eus al lez-varn ha savet e oa bet gante ur rentañ-kont eus an darvoud. Ken teñval e oa ar gambr ma c'houlennis e vije enaouet ur c'houlaouenn-goar da lakaat war an daolig-noz e penn ar gwele... Nag a boanioù diziwezh o doa lezet o roudoù war dremm ar vaouez e par ar marv. Ur goulenn a ris ouzh an hini glañv. Difretañ a reas un tamm, huanadiñ, damzigeriñ he daoulagad. Ne voe ket avat evit komz. Goude bezañ roet an urzhioù ret, ez is er-maez... Pa savis d'al laez diouzh an abardaez, e kavas din e oa gwellaet un tammig d'ar vaouez paour. Pa c'houlennis penaos e oa kont ganti, e respontas: »Gwelloc'h...« hag e klaskas ober un tammig mousc'hoarzh. Diouzhtu goude, avat, e semplas adarre.

C'hwec'h eur diouzh ar beure!

Goude hanternoz - dres pa oan o skrivañ al linenn ziwezhañ em deizlevr - e tistonas kreñv ar sonerez... An itron Martha Eberlein - se oa anv ar vaouez c'hloazet - a c'houlenne war ma lerc'h. Ur c'hrennard o chom en ti a oa bet kaset du-mañ; ret e oa din mont diouzhtu war he zro, diouzhtu-dak... Daoust ha sammet e oa gant an derzhienn pe oc'h ober he zalaroù...? Ar paotr ne ouie tra; daoust pe zaoust, mall bras oa mont du-se.

Kerkent ez is da heul ar paotr, ma sac'h-surjian ganin, hag erruet en ti e hastis da sevel gant ar skalier endra ma chome ar paotr en traoñ, ur c'houlaouenn goar gantañ en e zorn evit reiñ sklêrijenn din. Beuzet e oa an derezioù uhelañ en deñvalijenn; e penn traoñ ar skalier hepken e voen sikouret gant ur banne gouloù pikous ha daskrenus. Met eus dor damzigor ranndi ar glañvourez e teuas ur skin sklêrijenn en arbenn din. Antreal a ris, ha dre ur rakkambr hag a dalveze ivez da gegin ez is d'ar gambr. An evezhierez, kerkent ha ma klevas trouz ma c'hammedoù, a savas hag a zeuas d'am bete.

»Petra zo?« a vouskomzis...

»Fellout a ra dezhi komz ouzhoc'h, Aotrou Doktor!« eme ar plac'h.

'Tal kichen ar gwele e oan bremañ; difiñv e oa ar glañvourez, he daoulagad digor-frank paret warnon. A hanter-vouezh e lavaras:

»Trugarez deoc'h, Aotrou Doktor - trugarez!«

Kregiñ a ris en he dorn; lamm he gwad ne oa ket fall tamm ebet. Toniañ a ris ma mouezh war an doare-skeul drant, an hini a rank bezañ dalc'hmat e foñs hor c'horzailhenn, na pa ve troet hor spered war an tu kontrol.

»Ata ! gwelloc'h an traoù war a welan, Itron Eberlein, un drugar!«

Mousc'hoarzhin a reas.

»Ya, gwelloc'h - hag ezhomm am eus da gomz  ouzhoc'h...«

»Mat!« emezon »displegit 'ta!«

»Deoc'h hepken!«

»Kemerit un tamm diskuizh!« a lavaris d'an evezhierez.

»Er-maez!« a lavaras an hini glañv.

Sellet a reas an evezhierez ouzhin, ur goulenn mut en he daoulagad; neuze ez eas kuit hag e serras an nor war he lerc'h. Penn-ouzh-penn e oan bremañ gant an hini glañv.

»Mar plij!« eme homañ en ur ziskouez din gant ur sell ur gador e traoñ ar gwele. Azezañ a ris hep dispegañ diouzh he dorn ha tostaat a ris un tammig outi evit kompren gwelloc'h he c'homzoù. Izel a-walc'h e oa he mouezh.

»Kemeret 'm eus an hardison, Aotrou Doktor...«, emezi, »rak ret-groñs eo din komz ouzhoc'h!«

»Eus petra, Itron gaezh?« a c'houlennis... »Arabat deoc'h skuizhañ re!«

»Ne rin ket... un nebeud komzoù hepken... Bez' e rankit reiñ e frankiz dezhañ,  Aotrou Doktor!«

»Da biv?«

»D'am mab - dezhañ!«

»Itron Eberlein gaezh, a eilgeris fromet... »Goût a-walc'h a rit, n'emañ ket se em galloud!«

»En ho kalloud emañ 'vat, ma'z eus ur justis...«

»Me ho ped... klaskit chom sioul... Santout mat a ran e sellit ouzhin evel ouzh ur mignon hag ho trugarekaat a ran evit se; met ho mezeg on ivez hag urzhioù a c'hallan reiñ deoc'h. Neketa? - Neuze chomit sioul! Chomit sioul da gentañ holl!«

»Sioul...« a lavaras-hi, hag ur gridienn a boan a redas en-dro d'he daoulagad ha d'he genou... »Aotrou Doktor - Bez' e rankit selaou ouzhin... Ur samm re bounner zo war ma askre!«

Krediñ a reas dezhi bezañ lennet, war ma diweuz tavedek, ur bedadenn da gontañ he c'haoz hag, en ur stardañ kreñvoc'h ma dorn, e stagas ganti:

»N'eo ket kablus - pe da vihanañ n'eo ket ken kablus ha ma c'hall an dud soñjal. Ur vamm fall, ur vamm dinatur on bet...«

»C'hwi?«

»Ya, me... un dorfedourez on bet!«

»Itron Eberlein!«

»Ne voc'h ket pell a-raok kompren... N'on ket an Itron Eberlein... an Dimezell Martha Eberlein on... Tremen a ran evit un intañvez... En tu-hont da se n'em eus graet mann ebet evit touellañ an dud. Met n'hallen ket 'velkent dispakañ ar c'hozh  istorioù-se dirak an holl...

»Ma! Hirie 'vat ne zlefec'h ket mui bezañ boureviet ken gwazh!«

»O! N'eo ket se eo! Ugent vloaz zo bremañ abaoe m'on bet dilezet... dilezet a-raok m'oa bet ganet ma mab... e vab... Ha m'eo bev c'hoazh, n'eo nemet dre zegouezh, rak, Aotrou Doktor... en nozvezh kentañ, em boa klasket lazhañ anezhañ!... Ya, sellit eeun ouzhin!... Ma-unan-penn e oan... kouezhet en dizesper... Nann, n'on ket o klask digarezioù... Ha me ha berniañ pallennoù ha liñselioù warnañ gant ar soñj e vije bet mouget dindane... Da darzh an deiz, aonik, em boa tennet ar pallennoù diwarnañ... ha klevet ur wic'hadenn! Ya, gwic'hal a rae - alan a zeue dioutañ - bev e oa!«

Leñvañ a rae ar vaouez paour. Evidon-me e chomis mut, sac'het ar c'homzoù em genou. Kenderc'hel a reas-hi koulskoude goude un davadenn verr:

»... Parañ a rae warnon e zaoulagad bras en ur wic'hal dibaouez! Ha me o krenañ evel ur barr delioù dirak an tammig krouadur-se ha na oa ket c'hoazh war an douar abaoe un devezh. Gouzout mat a ran c'hoazh penaos e oan chomet un eurvezh bennak da sellet pizh outañ en ur soñjal: Pebezh rebech en e zaoulagad! Marteze en deus komprenet, ha bremañ emañ o tamall ac'hanout! Ur memor en deus marteze, hag atav ha bepred e vi tamallet gantañ... Kreskiñ a rae ar c'hrouadur bihan - hag en e zaoulagad bras a vugel, atav ar memes rebech. Pa dremene e zaouarnigoù war ma dremm e soñjen: ya... o vont da grabisañ dit da groc'hen emañ; c'hoant en deus da dalvezout dit an taol, rak dalc'het en deus soñj eus nozvezh kentañ e vuhez m'oa bet sebeliet dindan ur bern pallennoù...! - Kregiñ 'reas da valbouzañ, da gaozeal. Hag aon am boa rak an deiz ma vije e-tailh da gomz da vat. Met tamm-ha-tamm hepken e teue ar gomz dezhañ - a-nebeudigoù. - Ha me bepred o c'hortoz - ken lies gwech ma tigore e c'henou e c'hortozen en ur soñjal: Bremañ 'vat, emañ o vont d'hen lâret dit... Ya, ya, emañ o vont da lâret dit ne c'hallez ket touellañ anezhañ gant da bokoù, gant da allazigoù, gant da garantez, rak kement-se holl ne ra ket ur vamm wirion diouzhit. En em zifenn a rae, ne leze ket ac'hanon da bokat dezhañ, brouezek e oa, ne gare ket ac'hanon... Ha me a leze ar paotrig pemp bloaz da skeiñ ganin, ha diwezhatoc'h ivez, ne viren ket outañ da reiñ taolioù din hag e vousc'hoarzhen... Ur c'hoant taer am boa da vezañ disammet diouzh ma fec'hed, met goût a-walc'h a ouien ne vijen biken! Daoust hag-eñ e c'hallen gounit an daspren?... Ha pa selle ouzhin, bepred gant e zaoulagad spouronus...! Ha pa oa deut un tammig koshoc'h, pa oa krog da vont d'ar skol, neuze e oa anat din e wele sklaer ennon...

Asantiñ a raen da bep tra, rannet ma c'halon... Ac'h, n'oa ket ur bugel mat... met... n'hallen ket kaout droug outañ! Droug! nann, karantez am boa outañ, ur garantez tost d'ar follentez... Na pet gwech on bet em stou dirakañ o pokat d'e zaouarn, d'e zaoulin, d'e dreid! - Padal, ne bardone ket din. - Sell karantezus ebet, mousc'hoarzh hegarat ebet digantañ...! Tapout 'reas e zek, e zaouzek vloaz; kasoni a vage ouzhin! - Er skol ne rae tra vat ebet. Hag un deiz setu ma teu en-dro d'ar gêr, kaozioù dichek leizh e c'henou: Echu eo bremañ gant ar skol, emezañ, erru int skuizh ganin eno... Nag em boa krenet!

Karet em bije reiñ ur vicher dezhañ - pediñ hag aspediñ a raen - met chom a rae dibleg - ne felle ket dezhañ klevet komz eus labour. O straniñ a-gleiz hag a-zehou e veze bepred... Met petra lâret dezhañ - petra rebech dezhañ? Gant ur sell digantañ e veze distrujet ennon pep nerzh-kalon. Hag e krenen en ur soñjal en deiz ma teuje da lâret din e-kreiz ma fas: Mamm, Mamm! Kollet 'teus pep gwir warnon! - Ar gomz-se, avat, ne zeue ket... A-wechoù, pa zistroe mezv d'ar gêr e soñjen: Bremañ, diwar e vannac'h, e vo distagellet e deod... Padal, netra... Gwech an amzer ivez e c'hoarveze gantañ kouezhañ a-hed e gorf ha chom astennet war al leur betek kreisteiz. Ha ma vezen-me azezet en e gichen pa zihune, e taole warnon selloù goapaüs... gant ur mousc'hoazh leun a gomprenusted war e vuzelloù, evel p'en dije bet c'hoant da lâret: Ya 'vat, goût a reomp pelec'h 'maomp ganti...! Arc'hant en doa ezhomm, kalz a arc'hant... me a ranke 'n em zibab...

Met ne droe ket bepred an traoù diouzh e c'hoant ha neuze e save droug ennañ, droug ruz - alies e vante e zorn warnon... Ha pa gouezhen dinerzhet war ar gwele e chome en e sav dirakon, bepred gant e vousc'hoarzh goapaüs hag a seblante lâret: Nann, taol ar marv ne roin ket dit!...

Er beure-mañ avat eo deut d'al laez gant un dourni spontus: Arc'hant! Arc'hant! a c'houlenne - En an' Doue, n'eus ket a arc'hant ganin! - Penaos? tamm arc'hant ebet? - Pedet hag aspedet 'm eus anezhañ da c'hortoz betek ar sizhun all, betek warc'hoazh, betek fenoz! Nann! Rankout a raen reiñ arc'hant dezhañ - kuzhet em boa an arc'hant, da larsañ - yudal a rae ha furchal ha difoeltrañ ar c'hasedoù hag ar gwele... mallozhiñ a rae... Ha neuze... ha neuze...«

Sioul e chomas... Ha goude un eilenn e lavaras: »Met daoust ha ne oa ket en e wir?«

»Nann!« emezon... »Nann, Itron Eberlein!... Disammet e oac'h pell 'oa diouzh ho tle. Gant ho madelezh divent eo bet dasprenet pell 'zo ar barrad follentez a grogas  ennoc'h er stad a strafuilh ma oac'h sanket enni!...

»Nann, Aotrou Doktor!« a eilgerias »ne oa ket ar strafuilh! Re vat em eus dalc'het soñj eus an nozvezh-se... ne oan ket diskiantet, gouzout a raen petra 'felle din!... Hag abalamour da se, Aotrou Doktor, kit, mar plij, d'al lez-varn ha kontit ar pezh ho peus klevet amañ diganin; laosket e vo da vont, ret e vo...!«

Gwelet a ris e vije start din derc'hel penn outi. »Mat,« - emezon »warc'hoazh e komzimp adarre eus an dra-se, Itron Eberlein - met hirie ho peus ezhomm d'ober un tamm diskuizh... Betek re ho peus uzet ho nerzh...!«

Un hej a reas d'he fenn. »Aotrou Doktor! - Un dra sakr eo mennad ur vaouez o vervel... Rankout a rit reiñ ho ker din!«

»N'oc'h ket o vont da vervel - Pareañ a reoc'h.«

»Mervel a rin - rak fellout a ra din... Mont a reoc'h d'al lez-varn...?«

»A-raok pep tra, sentit ouzhin ha dalc'hit soñj ez on ho mezeg! Urzh a roan deoc'h bremañ da chom sioul ha da ziskuizhañ.«

War se e savis hag e c'halvis an evezhierez da zont e-barzh. An Itron Eberlein avat ne ziskroge ket diouzh an dorn am boa astennet dezhi evit kimiadiñ - ur goulenn a entane he daoulagad.

»Ya!« a lavaris.

»Bennozh Doue deoc'h!« emezi. Neuze e rois d'an evezhierez an urzhioù ret hag ez is kuit, mennet da zistreiñ antronoz ken abred ha ma c'halljen...

Antronoz ar beure, pa welis an hini glañv, e oa aet hec'h anaoudegezh diganti; da greisteiz e oa marv... Kuzhet eo c'hoazh he c'hevrin em c'hreiz-me hag e-kreiz ar follennoù-mañ, ha din-me eo da c'houzout ha seveniñ a rin he mennad pe ne rin ket. N'eus forzh petra a rin - mont d'al lez-varn pe chom hep mont - e vo tuig ha talig evit mab argarzhus ar paourkaezh mamm reuzeudik! Barner ebet war an douar ne zalc'ho kont eus strafuilh ar vamm evit bihanaat grevusted torfed he mab hag a zellez bezañ barnet d'ar marv. Ouzhpenn trawalc'h e oa bet kastizet ar vamm baour gant ar soñj foll e ranke gwelet e daoulagad he mab ur rebech peurbadus, un eñvorenn vev eus an nozvezh spouronus-se.

Met perak 'ta ne c'hallfe ket bezañ? Ha ma chomfe ennomp, eus eurvezhioù kentañ hor buhez, tammoù eñvorennoù hep ster ebet ken evidomp, skeudennoù ha na steuziont ket hep lezel ur roud bennak war o lerc'h? - Daoust hag ur bann-heol o parañ dre ar prenestr ne c'hallfe ket bezañ ar broud kentañ a ra d'an habaskted kellidañ e spered un den? - Ha pa vez karget sell kentañ ar vamm gant ur garantez divent, daoust ha ne vez ket gwelet un adsked anezhañ o skleuriñ c'hwek ha diziverkus e daoulagad glas he bugel? - Met pa vez sell kentañ ar vamm leun a zizesper hag a gasoni, daoust ha ne blant ket, gant un nerzh drastus, ur c'hlaouenn e kalon ar bugel hag a zegemer mil ha mil santad liesseurt, pell a-raok bezañ e-tailh d'o diluziañ? Ha petra a c'hall c'hoari e kreizon ur bugel pa'z eo bet nozvezh kentañ e vuhez un nozvezh a anken, tremenet e skeud braouac'hus ar marv?

Biskoazh den n'en deus gallet ober un danevell eus eurvezh kentañ e vuhez, ha hini ebet diouzhoc'h - evel-se e c'hallfen komz ouzh ar varnerien - ne oar pegement a vad pe a zroug zo bet hadet ennañ gant kentañ flouradenn an aer, kentañ lazig an heol, kentañ sell e vamm! - Mont a rin d'al lez-varn; mennet on bremañ da vont, rak kavout a ra din n'eo ket sklaer a-walc'h, na tost, pegen nebeut e c'hallomp dibab ha pegement e rankomp degemer.

 


Copyright© 2010-2016 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh (all rights reserved). 
www.dikhadak.eu