O! chom feal d'ar re varv

Theodor Storm

Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

 

O! chom feal d'ar re varv
Az poa gloazet pa oant bev;
O! chom feal d'ar re varv
Az karas keit ma oant bev!

Tremenet int, met o skeudoù
War an douar a chom bepred
Ken 'vo serret gant an Ankou
Daoulagad o holl re garet.

Tra 'n em roez a-greiz kalon
Da blijadurioù ar vuhe'
E c'hortozont, gant hiraezh don,
Ma teufe dit koun deuzoute!

Gant karantez e tostaont,
Nemet te ne verzez netra;
Ouzhit gant enkrez e sellont,
Te, avat, ne welez netra.

Freuzet eo ar pont unaner;
Hag int a boagn a-benn gallout
Balbouzañ dit ur ger tener
Na zeu morse betek ennout.

Er vrizh-vuhez 'zo o hini,
Un dra a gresk c'hoazh o anken:
O c'halon a venn pardoniñ,
Met o genou ne c'hall ket ken.

O! chom feal d'ar re varv
Az poa gloazet pa oant bev;
O! chom feal d'ar re varv
Az karas keit ma oant bev!

Copyright ©2010 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh.