Doan

Anton Tchec'hov

Troet diwar ar rusianeg gant Françoise Lermen

 

Da biv e kontin ma glac'har?

Emañ an noz o serriñ. Malzennoù gwenn, tev ha gleb, a zarnij lizidour en-dro d'ar gouleier-straed nevez-enaouet; ur gwiskad erc'h tanav ha blot en em led war an toennoù, war gein ar c'hezeg, war skoazioù an dud, war o c'halabousennoù. Ar blenier-fiakr Jonas Potapov 'zo gwenn evel un tasmant. Ken pleget e gorf gantañ ha ma c'hall ur c'horf bev bezañ pleget, emañ chouket en e vern war e skaoñ, difiñv-kaer. Ma tiruilhfe an erc'h a-verniadoù warnañ, ne zeufe ket spered dezhañ, kredapl, d'hen strilhañ diwarnañ... E gazegig ivez 'zo gwenn ha difiñv. Hec'h emzalc'h sonnet, he c'horf askornek, he garoù reut evel bizhier a ro dezhi, zoken gwelet a-dost, neuz ur marc'hig bara-mell eus ar re a gaver da brenañ evit ur c'hopek. Beuzet eo moarvat en he soñjoù. Ur boud bet diframmet diouzh an arar, diouzh skeudennoù louet e vaezioù, ha bountet en un islonk leun a c'houleier euzhus, a cholori dizehan, a dud o redek, ne c'hall ket chom hep malañ soñjoù...

Jonas hag e gazegig 'zo chomet ur pennad mat hep distokañ diouzh o flas. Kuitaet o deus ar porzh a-raok pred kreisteiz, met a-fed fred? netra evit c'hoazh, den ebet. Ha sed ma tiskenn bremañ war gêr morenn an abardaez. Skleur gwan ar gouleier a wisk ul liv flamm, tra ma'z a trouzioù ar straed war greñvaat.

- Blenier! Da garter Viborg! - a glev Jonas - Blenier!

Skrijañ a ra Jonas hag a-dreuz e valgudennoù peget gant an erc'h e wel ur soudard en ur vantell gougoulek.

- Da garter Viborg - a adlavar ar soudard. - Kousket out, pe betra? - Da garter Viborg!

Evit diskouez ez eo mat dezhañ, e ra Jonas ur sach war ar rañjenn, ken ma kouezh an erc'h a-bakadoù diwar gein e gazeg ha diwar e zivskoaz. Azezañ a ra ar soudard er stlejell. Ar blenier a lak e deod da stlakañ, a astenn e c'houzoug e-giz un alarc'h, a zibleg e gein en ur sevel e skourjez, dre voaz kentoc'h eget dre red. Ar gazegig a ra ivez un astenn d'he gouzoug, ur pleg d'he garoù reut-bazh, ha gant un tamm diegi e loc'h kuit...

- Da b'lec'h 'maout o vont, amboubal!

Kerkent e klev Jonas kriadennoù o sevel eus an engroeziad teñval a dud o tont hag o vont.

- Da b'lec'h an diaoul int douget! Dalc'h gant an tu dehou!

- N'ouzout ket bleniañ! Dalc'h gant an tu dehou, eme ar soudard, droug ennañ.

Kunujennoù a zeu ivez gant blenier ur c'harroñs. Un tremeniad o treuziñ ar straed a daol selloù du warnañ en ur hejañ an erc'h diwar e vilgin goude bezañ stoket e skoaz ouzh fri ar gazeg. En em weañ war e skaoñ a ra Jonas evel pa vefe azezet war un torchad drein, ha lakat e ilinoù da fiñval en ur zispourbellañ e zaoulagad evel un den diskiant ha na seblant ket kompren e pelec'h emañ, na perak emañ aze.

- Lamponed holl anezhe! eme ar soudard goapaus. Lakat a reont o holl boan evit  mont da stekiñ ouzhit ha kouezhañ dindan da varc'h. Emglev zo etreze!

Treiñ a ra Jonas war-du e bratik, e vuzelloù o fiñval... C'hoant en deus, evit doare, da lavaret un dra bennak, met eus e chourlañchenn ne zeu nemet ur wic'hadenn.

- Petra? - a c'houlenn ar soudard.

Ur mousc'hoazh a ra Jonas en ur gammañ e c'henou, ur skarzh a ra d'e c'houzoug ha gant ur vouezh raouliet e lavar: Me, Aotrou... Me 'zo marvet ma mab diganin er sizhun-mañ.

- Hum!... Ha diwar betra eo marvet?

Treiñ krenn a ra Jonas war-du e bratik en ur lavaret:

- Piv a oar?... Diwar an derzhienn moarvat...  tri devezh eo chomet en ospital ha marvet eo. Youl Doue e oa.

- Tro 'ta, diaoul! a glever en deñvalijenn. Sodet out, kozh ki? Pelec'h emañ da zaoulagad?

- Dao! dao! eme ar soudard. Er gont-se ne vimp ket erru a-raok warc'hoah. Hast buan!

Ur wech c'hoazh ez astenn ar blenier-fiakr e c'houzoug, e sav e gein ha, gant ur jestr heneuz ha pounner war un dro, e hej e skourjez. Meur a wech e taol ur sell a-dreñv war e bratik. Hemañ, avat, en deus serret e zaoulagad ha ne seblant ket bezañ troet da selaou. Goude bezañ kaset e bratik da garter Viborg, e harz Jonas dirak un ostaleri. Aze en em zastum en e vern war e skaoñ hag e chom difiñv... An erc'h gleb a astenn adarre warnañ ha war e gazegig ur gwiskad gwenn. Un eurvezh a ya e-biou, hag unan all...

War ar riblenn-straed, en ur stlakadeg solioù kaoutchou hag e tousmac'h ur rendael, e tremen tri den yaouank: daou anezhe 'zo bras ha moan, hag an trede bihan ha tort.

- Blenier! Da Bont ar Polis, a huch an tort gant ur vouezh krenus. Hon-tri evit ugent kopek!

Ur sach a ra Jonas war ar rañjenn hag ur stlakadenn gant e deod. Re nebeut eo ugent kopek, met petra 'vern? Ur roubl pe pemp kopek, se zo ingal dezhañ gant ma kavo fred... Bount-divount hag en ur sakreal, e pign an dud yaouank er stlejell hag o-zri asambles e klaskont teurel o fouez war an azezenn. Trouz a sav etreze evit gouzout piv a c'hallo azezañ ha piv a ranko chom en e sav. A-benn ar fin, goude un hir a dabut, kalz a ardoù hag a c'hourdrouzoù, e tivizont e ranko an tort chom en e sav dre ma'z eo-eñ an hini bihanañ.

- Dao 'ta! War-raok! eme an tort gant e vouezh skiltr en ur gemer plas a-drek Jonas hag en ur c'hwezhañ war gilpenn hemañ. Ro gant ar skourjez! Ata! Ur sapre boned 'zo ganit breur kozh! Gwashoc'h hini 'vo ket kavet e Petersbourg a-bezh.

- Hi! hi! a c'hoarzh Jonas... 'Vel-se 'mañ.

- Dao 'ta! Velsemañ... war-raok! E-sell out d'ober an hent penn-da-benn e giz-se? - Ya? Ur c'hilpennad 'po?...

- Me 'zo drailhet ma fenn, eme unan eus an daou zen hir. Dec'h, e ti Dukmasov hor boa lonket, Vaska ha me, peder boutailhad kognak asambles.

- N'on ket 'vit kompren da betra 'talvez dit lâret gaou, eme egile fuloret. Hemañ 'vat 'zo ur marc'h-gevier!

- Ra gouezho droukrañs Doue warnon ma...

- Se zo ken gwir ha ma oar al laou pasaat.

- Hi-hi! a ra Jonas gant ur mousc'hoarzh. Laouen eo an aotrounez!

- Ec'h! Ra zeuy an diaouled... eme an tort kounnaret. Hastañ a ri pe ne ri ket, poezon kozh? Evel-se e rez an hent? Ro gant ar skourjez. Dao! Mil gurun! Dao! Ro ur flipad de'i hag unan c'hwek!

Ouzh e gein e sant Jonas korf fringus ha mouezh daskrenus an tort. Klevet a ra ar c'hunujennoù stlapet outañ, gwelet a ra an dud, ha tamm-ha-tamm, e teu pouez an digenvez da steuziañ diwar e askre. Krozal a ra an tort par ma c'hall, betek ma tro un aridennad diziwezh a wall-anvioù en ur barrad gwaskenn. Neuze e lak an daou zen hir ar gaoz war ur plac'h anvet Nadiejda Petrovna. Treiñ a ra Jonas war-du enne. Gortoz a ra un tamm hag e-pad un davadenn e hiboud:

- Me, er sizhun-mañ... Me... zo marvet ma mab diganin!

- Mervel a rankomp holl, a huanad an tort en ur dorchañ e vuzelloù goude gwaskennat. Dao 'ta! War-raok, war-raok! E gwirionez, aotrounez, n'on ket evit padout pelloc'h! 'Benn pegoulz e vimp erru?

- Ro un tamm nerzh-kalon dezhañ... war e gilpenn.

- Klevet 'peus, poezon kozh. Ma vefe ret ober ton ha geizoù gant un abostol 'gizdout, 'vefe koulz dimp mont war droad. Klevet 'rez, kozh sarpant? Pe tuf a rez war hor c'homzoù?

Fraeshoc'h eget na sant ar c'hilpennad darc'haouet outañ, e klev Jonas an trouz anezhi.

- Hi-hi... An aotrounez 'zo laouen. Doue da reiñ yec'hed deoc'h! emezañ en ur c'hoarzhin.

- Blenier ! ha dimezet out? a c'houlenn unan eus an daou zen hir.

- Me? Hi hi! Aotrounez laouen. Bremañ n'eus evidon nemet an douar yen... Hi hi! ha ha!... ar bez, keta!... Marv eo ma mab ha me zo bev... Iskisat tra. Faziañ war an nor en deus graet an Ankou. E-lec'h dont du-mañ eo aet da di ma mab...

Treiñ e benn a ra Jonas evit kontañ penaos eo marvet e vab, met dres d'an ampoent e tenn an tort un huanadenn hag e lavar: A-drugarez Doue, setu-ni erru 'benn ar fin! Kemeret gantañ e ugent kopek, e taol Jonas ur sell hir war ar riboulerien o steuziañ dindan ur porched teñval. E-unan-penn emañ adarre, hag adarre e kouezh ar sioulder warnañ. An doan, diskroget dioutañ e-pad ur predig berr, a grog adarre ennañ hag a wask e galon startoc'h eget kent. Gant e zaoulagad skoelf hag ankeniet e heuilh Jonas monedonea an engroez a bep tu d'ar straed. Daoust hag e-touez ar miliadoù a dud o tremen ne gavo ket unan prest d'e selaou? Met hastañ a ra an engroez hep ober van nag outañ nag ouzh e zoan... Un doan divent ha diharz. Ma tarzhfe kalon Jonas, e c'hallfe ar bed a-bezh bezañ beuzet gant lanv e zoan.  Un doan diwelus, avat, deut a-benn d'en em guzhat en ur c'hlor ken bihan ma na c'haller ket hen gwelet zoken war greiz an deiz gant ur c'houlaouenn war elum...

Gwelet a ra Jonas ur porzhier gant ur sac'h hag e ra e soñj komz outañ.

- Mignon ker, emezañ, pet eur eo?

- Tost da zek eur... Perak 'teus graet un harz amañ, skarzh ac'hann!

Un tammig pelloc'h ez a Jonas, en em zamolodiñ a ra hag e lez e zoan da drec'hiñ warnañ. Mont davet an dud, a soñj, ne servij da netra. Met n'eo ket tremenet pemp munutenn ma sav adarre e gein. Hejañ a ra e benn evel p'en dije santet ennañ ur boan griz hag e sach war ar rañjenn. Ne c'hall ket padout ken.

«D'ar porzh - a soñj - d'ar porzh!»

Evel p'he dije divinet e soñj en em lak ar gazegig da vont d'an trot. Un eur hanter goude emañ Jonas en e goazez e-tal ur fornigell vras loudourek. War ar fornigell, war al leur ha war ar bankoù ez eus tud o tiroc'hal. An aer, leun a droellennoù moged, zo pounner ha mougus. Jonas a daol ur sell war ar gouskerien, en em skrabat a ra, ha keuz en deus da vezañ dizroet ken abred...

«'M eus ket gounezet gwerzh ar c'herc'h - a soñj Jonas. Setu perak on ken doaniet. Un den akuit war e vicher... un den a zebr e walc'h hag a oar boueta e varc'h en em gav bepred war e du mat...»

En ur c'horn, ec'h a ur blenier yaouank en e sav. Hanter-gousket c'hoazh e laosk grognadennoù en ur glask tizhout ur sailhad dour.

- Evañ 'fell dit? a c'houlenn Jonas.

- Ya 'vat, evañ!

- Neuze, yec'hed mat dit!... Evidon-me, ma breur, marvet eo ma mab... Klevet 'teus lâret? Nag un afer!

Spiañ a ra Jonas an efed graet gant e gomzoù, met ne wel netra. Goloet en deus ar paotr yaouank e benn hag emañ o kousket. En em skrabat a ra an hini kozh en ur tennañ un huanadenn. E c'hoant kaozeal zo ken bras ha ma oa sec'hed ar paotr yaouank. Tost d'ur sizhun 'zo bremañ abaoe ma'z eo marvet e vab hag evit c'hoazh n'en deus komzet eus se da zen... Ret e vefe komz gant preder, gant poell... kontañ penaos oa bet skoet klañv e vab, pebezh poanioù en doa diwasket, petra en doa lâret a-raok mervel, penaos eo marvet... Ret e vefe deskrivañ an obidoù hag ar veaj betek an ospital evit kerc'hat dilhad an hini marv. Er gêriadenn emañ c'hoazh e verc'h Anisia o chom... diouti ivez e vefe ret kaozeal... Hag-eñ n'en defe ket ur bern traoù da gontañ? E selaouer en defe peadra da hirvoudiñ, da huanadiñ, da c'harmat! Gwelloc'h c'hoazh e vefe kaozeal gant merc'hed. Ar re-se, daoust dezhe bezañ diskiant, a ziroll da ouelañ goude daou c'her.

«Bremañ ez an da welet ma loen - a soñj Jonas. Amzer a-walc'h am bo c'hoazh da gousket. Kousket a-walc'h a rin goude...»

En em wiskañ a ra hag ec'h a d'ar marchosi, 'lec'h m'emañ e gazeg. Soñjal a ra er c'herc'h, er foenn, en amzer a ra... Met en e vab, pa vez en e-unan, ne c'hall ket soñjal. Komz diwar e benn gant unan bennak, ya, met soñjal ennañ, adwelet e skeudenn en e spered, se a vefe skrijus, dic'houzañvus.

- O chaokat 'maout? a c'houlenn Jonas ouzh e gazeg o welet he daoulagad o luc'hañ. Neuze 'ta, chaok, chaok... Pa n'hon eus ket gounezet gwerzh ar c'herc'h, e tebrimp foenn. Ya 'vat. Re gozh on evit bleniañ. Ma mab an hini eo a zlefe bleniañ, n'eo ket me! Ur blenier gwirion e oa... Ra vije chomet bev.

Jonas a chom sioul e-pad ur pennad ha neuze e kendalc'h:

- Evel-se 'mañ ma c'hazegig kaezh... Kouzma Jonitch n'eus ket ken anezhañ. Tremenet eo. Sammet gant an Ankou... evit netra. Bremañ, lakomp, te 'teus un ebeulig, te zo mamm d'an ebeulig-se... Hag a-daol-trumm, lakomp, an ebeulig a varv... Pebezh kalonad, keta?

Chaokat a ra ar gazegig, selaou a ra, ha c'hwezhañ hec'h alan war daouarn he mestr. Sederaat a ra Jonas hag e kont pep tra dezhi.

 


Copyright© 2011-2015 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh (all rights reserved).
www.dikhadak.eu