Bec'h d'ar bleiz

 

Giovanni Verga

 

Troet diwar an italianeg gant Françoise Lermen

 

 

 

 

Un abardaevezh glav hag avel, fall an amzer ken e oa, e tegouezhas Lollo er gêr, trumm ha dic'hortoz evel ur gwall geloù. Taolioù skañvik a skoas da gentañ, silañ e benn nec'het e gwask an nor, hag erfin e reas e soñj mont e-barzh, melen-safron e zremm hag an dour o tiverañ dioutañ. 

Kounnar Doue a zirolle er-maez hag eñ, gant e zremm strafuilhet ha d'an eur divoas-mañ: e wreg, ar baourez-kaezh, a grogas da grenañ evel un delienn hag a-vec'h eo ma c'hallas kaout alan a-walc'h da valbouzañ:

- Petra 'zo bet?... Petra 'zo c'hoarve'et?...

Lollo avat ne respontas grik. Un den espernek war e gomzoù e oa, dreist-holl pa veze war e du fall. Chaokat a reas gerioù digomprenus etre e zent hag e talc'has da sellet en-dro dezhañ gant daoulagad strafuilhet. Ar gleuzeur a oa war an daol, ar gwele fichet-mat, ar sparl war dor ar gegin 'lec'h ma oa ar yer, spontet a-dra-sur gant ar wallamzer, oc'h ober ken bras tousmac'h ma kolle ar vaouez mui-ouzh-mui he liv ha na grede ket sellet ouzh he gwaz e-kreiz e zaoulagad.

- Mat, emezañ. - Ne chomin ket pell da dortañ.

Hag eñ istribilhañ e gap ouzh un tach, dispakañ an oanez a oa ennañ, ereet dre he fevar fav, hag he lakaat war an daol. Neuze ez eas en e goazez hep lavaret hiroc'h, digor-ledan e zivesker, kromm e gein hag e zaouarn o vrañsigellat etre e zivorzhed. E wreg, e-keit-se, a lakae dirazañ ar bara, ar gwin, hag ivez e gorn-butun leuniet dija, nec'het ma oa da c'houzout petra d'ober en trubuilh-se.

- E petra 'maout o soñjal? Pelec'h 'mañ da benn? a c'hrozmolas Lollo. An traoù unan-hag-unan, loen diskiant. Debriñ a rae goustad, a-vegadoù bras, e choug harpet ouzh ar voger hag e fri war e voued1 . Gwech ha gwech e troe e benn hag e taole ur sell war an oanez a glaske en em zieubiñ en ur vegeliat, hag a vorzhole an daol gant he fenn. 

- Ro peoc'h, ro peoc'h! - a c'hozmolas Lollo erfin. - Ro peoc'h, amzer 'zo c'hoazh.

- Petra 'maoc'h e soñj ober? Komzit da vihanañ!2  

Evel pa n'en dije ket klevet e sellas outi gant e zaoulagad disked ha divuhez en ur danañ goustad e gornad-butun, tra ma save mui-ouzh-mui an trefu er paourkaezh maouez. En un taol en em strinkas war bennoù he daoulin da zilasañ dezhañ e arc'henoù gleb-teil.

- Nann, emezañ en ur zistekiñ anezhi gant e droad. - Nann, mont a ran er-maez adarre.

- Gant un amzer 'seurt-se? a huanadas-hi en un dic'hwezhadenn hir.

- Ne vern an amzer... Padal!... Padal!...

Pa gomze evel-se, gant e zremm rukunus hag e zaoulagad faos o sellet dre zindan, an denig treut ha krabosek-se a rae aon da vat, hag en ul lec'h ken digenvez ma ne vije ket bet klevet, gant ar wallamzer, «Krist deus d'am sikour!».

E wreg a oa o tiac'hubiñ an daol, sioul ha didrouz. Eñ a oa o vutuniñ hag o skopitellat amañ hag ahont. En un taol, e krogas ar yar zu da ragachat, gwallziougan ganti.

- Gwelet eo bet Michelangelo hiziv? - a c'houlennas Lollo.

- Nann... N'eo ket... a valbouzas e wreg, darbet dezhi lezel gras Doue3 da ziflipañ a-dre he daouarn.

- Lâret 'm eus bet dezhañ kleuziañ ur foz... Ur gaer a foz vras... Graet eo al labour dija, sur.

- O! Jezuz! Mari! Perak?... perak?...

- Ur bleiz 'zo o redek... nepell diouzh amañ... Pakañ 'ne'añ  'fell din.

Dre anien e taolas-hi ur sell prim war dor ar gegin hag e pegas he daoulagad strafuilhet war he gwaz ha na selle ket outi, souchet ma oa war e gorniad butun, o tañva e vlaz evel pa vije bet dija o tañva ar blijadur da bakañ al loen vil. Hi, o koll mui-ouzh-mui he liv ha gant he muzelloù o krenañ, a hiboudas:  Jezuz!... Jezuz!...

- Nebaon. Me 'fell din pakañ 'ne'añ er foz... hep lakaat ma c'hroc'hen en arvar... A, nann! Brav 'vefe... gant unan a zeu da laerezh ma feadra... lakaat ma c'hroc'hen en arvar! Kemennet 'm eus Zango ha Buonocore dija. O feadra o deus ivez da zifenn.

Marteze e oa bet distagellet e deod gant ar gwin, pe e vourre o chaokat-dichaokat ar c'hwervoni a oa ennañ, rak ne oa ket evit paouez, hag eñ hanter-voredet war e gorniad-butun, o skrabañ e c'hroñj rust hag o ragachat evel ur big kozh.

- C'hoant 'teus da c'houzout penaos 'vo graet?... Setu: un toull-trap a-zoare 'vo fardet dezhañ... ur gwele brav, gant bleñchoù pilet ha delioù... ha, war c'horre, an oanez ereet... ar c'hig fresk a sach 'ne'añ, al lampon!... Ha setu eñ o tont evel d'ur pred-eured, dedennet gant ar begeliadennoù ha gant c'hwezh ar c'hig fresk... Erruout a ra, e fri o c'hwesha an avel, e zaoulagad o luc'hañ gant ar c'hoant... Met kerkent ha kouezhet en toull-trap, setu eñ troet da veulke ha kement hini a c'hall reiñ beuz dezhañ a ra: taolioù mein, bazhadoù, dour berv!

An oanez, evel p'he dije intentet e gomzoù, a adkrogas da vegeliat gant ur vouezh daskrenus, ken heñvel ouzh hini ur bugel o ouelañ ma oa ur ranngalon he c'hlevet. Gourlammat a rae a-frapadoù, sevel he fenn hag hen skeiñ adarre war an daol e-giz ur morzhol.

- Trawalc'h! trawalc'h! en an' Doue - a hopas ar vaouez, hogozik aet e gouez, en ur juñtañ he daouarn.

- An oanez, nann, ne stok ket outi p'en em gav ganti en toull-trap... Treiñ a ra en-dro dezhi 'barzh ar foz... treiñ-distreiñ an noz-pad evit klask tec'hout ivez rak... an temptadur... Evel pa gomprenfe ez eo echu gantañ ha dav dezhañ goulenn pardon digant Doue ha digant an dud... Ret vo gwelet 'ne'añ, da darzh an deiz, e benn troet war-du an nec'h, o c'hortoz ar chas hag ar chaseourien, e zaoulagad o teviñ evel daou etev...

Neuze ez eas en e sav, goustad-goustad, hag e krogas da vale dre ar sal evel ur spes, en ur ruzañ e arc'henoù gleb-teil hag en ur firbouchal amañ hag ahont, gant ar gleuzeur en e zorn.

- O klask petra 'maoc'h? Petra 'fell deoc'h - a c'houlennas e baourkaezh gwreg o tiskrapañ war e lerc'h, berr warni. E-giz respont e taolas un doare soroc'h hag e skoas ar gleuzeur dindan ar gwele.

- Setu, setu, kavet 'm eus.

D'an ampoent e hañvalas ar gorvetenn kas an ti d'he heul. Mesk ha trubuilh er  gegin: ar vaouez o vlejal, harpet ouzh an nor: ur fourrad avel a lazhas ar goulou a-daol-trumm, ha nozvezh vat.

- Santez Barba! Santez Barba! Gortozit... 'O klask an alumetez 'maon... Pelec'h 'maoc'h? Da belec'h 'maoc'h o vont? Respontit da vihanañ.

- Ro peoc'h - eme Lollo aet d'ar red da sparlañ dor an ti. - Ro peoc'h, arabat dit fiñval!

Neuze en em roas da dennañ tan gant e zirenn, e zremm ken glas hag an alumetezenn a oa oc'h enaouiñ tra ma krene ar gleuzeur e dorn e baourkaezh gwreg.

Adarre en em lakaas da droiata, sioulik-sioul. Neuze e tapas ur vazhig koad derv, e reas un ask en unan eus he fennoù ha stagañ outi ur gordennig e blev gavr. E wreg, adkavet ganti he spered dre ma sioulae ar gorventenn a daole pled bras ouzh al labour-se, hec'h ilinoù war an daol hag hec'h elgez en he daouarn. Goulenn a reas:  Petra eo an dra-mañ?

- An dra-mañ?... Petra eo an dra-mañ? - a c'hrozmolas-eñ en ur zic'hwezhañ hag en ur fuc'hañ. - An dra-mañ eo ar wispidenn a vo stouvet geol ar bleiz ganti... Ezhomm 'vefe eus unan all 'vidout, ezhomm 'vefe! A, A! c'hoarzhin a rez bremañ?... Liv roz 'zo deut en-dro war da zivjod?... C'hwi, merc'hed, 'peus seizh spered evel ar c'hizhier...

Sellet a rae-hi outañ start-start, evit klask gouzout petra oa o c'horiñ a-drek e veg kamm. En em frotañ a rae outañ evel ur gazhez, he brennid o talmiñ hag ur mousc'hoarzhig gwan war he muzelloù.

- Chom a-sav, chom a-sav, emezañ, 'maout o vont da fennañ an eoul. An eoul a zigas droukchañs.

- Ya, digas 'ra droukchañs a yudas-hi. - Met petra 'zo ganeoc'h 'benn ar fin? Komzit!

- Tra! Tra! Setu ma'z ez e fulor bremañ!... Gouzout a rez pep tra, gouzout mat a rez!... C'hoant 'teus ivez da c'houzout penaos 'vo paket? Setu: Diskennet 'vo ar bitrak-mañ 'barzh an toull. Ar bleiz, sot an tamm anezhañ, a blant e zent ennañ; neuze, buan, 'vo diskennet ar gordenn a zo e penn all ar vazh ha staget dezhañ a-drek e benn. Graet eo an taol. Goude e c'haller tapout ar bleiz ha tennañ 'ne'añ er maez, ne ra ket droug ken... hag e reer gantañ pezh a garer... Met ret eo gortoz skleur an deiz... Bremañ 'maon o vont da fichañ an toull-trap...

- Gortoz 'ran 'hanoc'h neuze? Distreiñ a rit?

Lollo a yeas da ziskregiñ e gap en ur soroc'hal - Hum!... hum!... hag e tistroas da dapout an oanez:

- Gwelet 'vo... Ar blijadur eo gwelet 'ne'añ 'barzh an toull-trap... hag ober gantañ pezh a garer... Hep rentañ kont da zen... Padal, ur priz 'zo da gaout digant an ti-kêr!... Ha te, chom sioul, chom sioul a adlavare en ur lakaat an oanez dindan e gazel. Chom sioul, ar bleiz ne stoko ket ouzhit. Gwell 'vo gantañ soñjal en e aferioù de'añ.

War se ez eas er-maez hep teurel pled ouzh e wreg hag e prennas an nor.

- Arsa!  Petra 'maoc'h oc'h ober? - Prennañ 'rit warnon? a huchas ar vaouez a-drek an nor.

Lollo, hep respont, a bellaas dindan ar glav hag an avel.

- O Gwerc'hez santel! a c'harmas ar baourkaezhig en ur droidellañ dre an ti, he daouarn sanket en he blev. Neuze e voe digoret dor ar gegin ha Michelangelo a zeuas war wel, liv ar marv en e gerc'henn ha brall-divrall war e dreid.

- Tapet!... Tapet omp! a c'harmas-hi gant ur vouezh wan. - Alc'hwezet 'neus an nor warnomp!

Da gentañ e klaskas-eñ c'hoari e baotr. Ur sav a reas d'e vragoù hag ur sach war e c'houriz, kroaziañ e zivrec'h war e vruched, klask distagañ ur bomm bennak evit reiñ kalon d'ar paourkaezh maouez:

- Mat eo!... 'maon amañ...

A-daol trumm, avat, trec'het marteze gant e anien pe hegaset o welet ar vaouez o vont hag o tont re bar d'ul loen kraouiet, e krogas eñ ivez da redek evel un den pennfollet a-dreuz hag a-hed, war begoù e dreid, distronk e zremm ha dispourbellet e zaoulagad. Meur a wech e strivas da zigeriñ an nor, skeiñ ouzh kroaz ar prenestr, pignat war an daol ha war ar gwele da glask tizhout an doenn en ur zifretañ e zivrec'h, dallet gant ar spont hag ar fulor.

Neuze e paouezas da stourm, dialanet-krenn, hag e taolas selloù binimus war e genwallerez en ur damall dezhi bezañ sachet anezhañ en islonk.

- A! - a estlammas-hi, he meilhoù-dorn war he divlez - Hemañ eo ar gopr?

- Tav! - a grias-eñ spouronet en ur stankañ he genoù dezhi gant e zorn. - Tav!... Ne welez ket emañ kraban ar marv warnomp?

- Ra vije c'hoarvezet ur gwallzarvoud ganin an deiz m'oc'h deut etre ma zreid! a huchas ar vaouez. - Ra vijen bet skoet gant un derzhienn domm!

- Grik!... - emezañ gant ur vouezh kintus. - Grik!

Ne gleved nemet an avel hag an dour o stlakal war an doenn. Hi a guzhe he fenn etre he daouarn hag eñ a zalc'he da sellet outi, saouzanet.

- Petra 'neus lâret? Petra 'neus graet? - a valbouzas neuze. - A-wechoù... Ar soñj-se 'zo deut dimp dre m'emaomp war ziwall...

- Nann! - a respontas gwreg Lollo. - Sur on! Sur on e ouie!...

- Ha neuze?... neuze?... a huchas Michelangelo en ur sevel en-dro, aet e gouez adarre.

Ar goulou a oa krog da vervel er gleuzeur, dre ziouer a eoul. Eñ, fuloret-ruz, a heje-diheje adarre an nor hag ar prenestr hag a dorre e ivinoù o klask freuzañ ar plastr en ur vlejal evel ul loen tapet en ur griped.

- Ave Maria, deuit-c'hwi d'am sikour! - a bede ar vaouez.

- A-raok eo e tlefes bezañ lâret an aveoù... a-raok!... a huchas-eñ neuze. Hag e krogas da zichadennañ e gounnar ha da deurel warni kunujennoù a bep seurt.

 

 


(1)

Er skrid orin e ra Giovanni Verga gant "grazia di Dio" (gras Doue) evit ober anv eus ar boued. An droienn-mañ a zo bet implijet fonnus gantañ en e oberennoù skrivet en ur yezh diamzeret un tamm ha levezonet kreñv gant rannyezh Sikilia. Un droienn hag a zegas da soñj eus an dro-lavar tregeriek: Gras Doue zo bras, leun eo kof ha manet c'hoazh.

(2)

An divizoù a ziskouez pegen izel e oa renk ar merc'hed e Sikilia gozh, dreist-holl war ar maez, rak tra ma komz ar gwaz dre de ouzh ar vaouez, ec'h a-hi dre c'hwi outañ.

(3)

S.o. notenn 1


Copyright© 2003-2013 Françoise Lermen
Pep gwir miret strizh (all rights reserved)
www.dikhadak.eu